02 Ermaeziadeg

EIL LEVR MOIZEZ, ANVET AN ERMAEZIADEG

 

Pennad 1

An Israeliz, sklaved en Ejipt

1  Setu anvioù mibien Israel a zeuas en Ejipt gant Jakob. Dont a rejont pep hini gant e diegezh.

2  Ruben, Simeon, Levi, Juda,

3  Isakar, Zabulon, Benjamin,

4  Dan, Neftali, Gad hag Aser.

5  An holl dud o tiskenn eus Jakob a oa dek ha tri-ugent. Jozef a oa en Ejipt.

6  Jozef a varvas, hag e holl vreudeur hag an holl rumm-se ivez.

7  Mibien Israel a voe frouezhus hag a greskas. Dont a rejont da vezañ niverusoc’h-niverusañ ha galloudusoc’h-galloudusañ, hag ar vro a voe leun ganto.

8  Sevel a reas war an Ejipt ur roue nevez n’en doa ket anavezet Jozef.

9  Lavarout a reas d’e bobl: Setu, pobl mibien Israel a zo brasoc’h ha galloudusoc’h egedomp.

10  Deomp! Bezomp fur en o c’heñver gant aon na greskfent ha, ma en em gavfe ur brezel bennak, na unanfent gant hon enebourien, na vrezelfent a-enep deomp ha na’z afent er-maez eus ar vro.

11  Lakaat a rejont eta warno mistri-anerioù evit o bec’hiañ gant trevelloù. Evel-se e savjont da Faraon kêrioù Pitom ha Ramsez, evel dastumlec’hioù.

12  Met mui e vec’hient anezho, mui e kreskent hag e fonnent, hag o doe digarantez ouzh mibien Israel.

13  Gant rustoni, an Ejipsianed a lakaas mibien Israel da vezañ sklaved,

14  hag e lakajont o buhez da vezañ c’hwerv dre ul labour start gant pri ha brik, ha dre bep seurt labourioù ar maezioù. Al labourioù-se a lakaent anezho d’ober gant krizderi.

15  Roue an Ejipt a gomzas da amiegezed an Hebreed, a oa anv unan Shifra (= kaerded) hag anv eben Pua (= sklaerded).

16  Lavarout a reas: Pa wilioudot gwragez an Hebreed ha pa welot anezho war an azezoù, mard eo ur mab, e lazhot anezhañ, mard eo ur plac’h, e lezot anezhi da vevañ.

17  Met an amiegezed a zoujas Doue ha ne rejont ket ar pezh en doa lavaret roue an Ejipt dezho, hag e lezjont ar baotred da vevañ.

18  Roue an Ejipt a c’halvas an amiegezed hag a lavaras: Perak hoc’h eus graet evel-se, hag hoc’h eus lezet ar baotred da vevañ?

19  An amiegezed a respontas da Faraon: N’eo ket gwragez an Hebreed evel an Ejipsianezed; int a zo nerzhus, a-raok ma en em gav an amiegez en o c’hichen, o devez gwilioudet.

20  Doue a reas vad d’an amiegezed, hag ar bobl a greskas hag a zeuas gwall niverus.

21  Dre m’o doa doujet an amiegezed Doue, e roas dezho tiegezhioù.

22  Neuze Faraon a roas an urzh-mañ d’e holl bobl: Taolit er stêr an holl vibien a c’hano, met lezit da vevañ an holl verc’hed.

 

Pennad 2

Ganedigezh Moizez; e dec’h e Madian

1  Un den eus ti Levi a yeas da gemer evit gwreg ur verc’h eus Levi.

2  Ar wreg a goñsevas hag a c’hanas ur mab. O welout penaos e oa kaer, hi a guzhas anezhañ e-pad tri miz.

3  Pa ne c’helle ken e zerc’hel kuzhet pelloc’h, e kemeras ur baner vroen, hag e induas anezhi gant ter-douar ha peg. Goude, e lakaas ar bugel enni hag e kasas anezhi e-mesk an elestr, war ribl ar stêr.

4  E c’hoar en em zalc’has ur pennad ac’hane, evit gwelout petra a c’hoarvezje gantañ.

5  Merc’h Faraon a zeuas d’ar stêr evit en em walc’hiñ. He mitizhien en em bourmenas war vord ar stêr. Gwelout a reas ar baner e-kreiz an elestr, hag e kasas he matezh d’he zapout.

6  Digor a reas anezhi hag e welas ar bugel; setu, e oa ur paotr bihan a ouele. Trugarez he doe outañ hag e lavaras: Unan eo eus bugale an Hebreed.

7  Neuze c’hoar ar bugel a lavaras da verc’h Faraon: Ha mont a rin da gerc’hat dit ur vagerez a-douez gwragez an Hebreed a c’hello magañ ar bugel-se?

8  Merc’h Faraon a respontas: Kae! Hag ar plac’h yaouank a yeas hag a c’halvas mamm ar bugel.

9  Merc’h Faraon a lavaras: Kas ar bugel-se ganit ha mag anezhañ evidon, hag e roin da c’hopr dit. Ar wreg a gemeras ar bugel hag en magas.

10  P’en doe kresket ar bugel, e kasas anezhañ da verc’h Faraon; eviti e voe evel ur mab. Gervel a reas anezhañ Moizez (= saveteet eus an dour) rak, emezi, e dennet em eus eus an doureier.

11  C’hoarvezout a reas en deizioù-se, pa voe deuet Moizez da vezañ bras, ma’z eas etrezek e vreudeur, hag e welas o zrevelloù. Gwelout a reas ivez un Ejipsian a skoas war un Hebread a-douez e vreudeur.

12  Neuze e sellas amañ hag ahont hag, o welout ne oa den, e lazhas an Ejipsian hag e kuzhas anezhañ en draezhenn.

13  Mont a reas er-maez an deiz war-lerc’h, ha setu e oa daou zen hebreat ouzh en em gannañ. Lavarout a reas d’an hini a oa ar gaou gantañ: Perak e skoez war da nesañ?

14  Eñ a respontas: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? Ha fellout a ra dit va lazhañ, evel ma ec’h eus lazhet an Ejipsian? Moizez en doe aon hag a lavaras: A-dra-sur an dra a zo anavezet.

15  Faraon, o vezañ klevet an dra-se, a glaskas lazhañ Moizez. Met Moizez a dec’has kuit a-zirak Faraon hag a chomas e bro Vadian, e-lec’h ma azezas e-kichen ur puñs.

16  Aberzhour Madian en doa seizh merc’h; int a zeuas da dennañ dour ha da leuniañ al laouerioù evit dourañ tropell o zad.

17  Met ar vesaerien a zeuas hag o c’hasas kuit. Neuze Moizez a savas hag o sikouras, hag e tourjont o zropell.

18  Pa voent distroet da di Reuel o zad, hemañ a lavaras: Perak ez oc’h distroet ken abred hiziv?

19  Respont a rejont: Un den Ejipsian en deus dieubet ac’hanomp eus dorn ar vesaerien, ha zoken en deus tennet dour deomp ha douret an tropell.

20  Neuze e lavaras d’e verc’hed: Ha pelec’h emañ? Perak hoc’h eus lezet an den-se? Galvit anezhañ ha ra zebro bara.

21  Moizez a fellas dezhañ chom gant an den-se, a roas da Voizez Sefora (= labous bihan) e verc’h da wreg.

22  Houmañ a c’hanas dezhañ ur mab, a c’halvas Gershom (= diavaeziad eno) rak, emezañ, emaon o chom en ur vro estren.

23  Hag e c’hoarvezas, pell goude, penaos e varvas roue an Ejipt. Mibien Israel a hirvoude abalamour d’o sklaverezh, hag a grias. O c’hriadennoù a bignas war-zu Doue eus o sklaverezh.

24  Doue a glevas o hirvoudoù, ha Doue en doe soñj eus e emglev gant Abraham, gant Izaak ha gant Jakob.

25  Doue a sellas ouzh mibien Israel, ha Doue a anavezas o stad.

 

Pennad 3

Ar vodenn ruz

1  Moizez a vesae tropell Jetro e dad-kaer, aberzhour Madian. Kas a reas an tropell a-dreñv ar gouelec’h hag e teuas da venez Doue, da Horeb.

2  Ael an AOTROU en em ziskouezas dezhañ en ur flamm tan, e-kreiz ur vodenn. Sellout a reas ha, setu, edo ar vodenn o teviñ en tan, met ar vodenn ne veze ket kuzumet.

3  Moizez a lavaras: Distreiñ a rin hag e sellin ouzh ar weledigezh vras-mañ, ha perak n’eo ket kuzumet ar vodenn.

4  An AOTROU a welas penaos en em zistroe da sellout. Doue a c’halvas anezhañ a-greiz ar vodenn o lavarout: Moizez! Moizez! Eñ a respontas: Setu-me amañ!

5  Doue a lavaras: Na dosta ket amañ! Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec’h emaout warnañ a zo un douar santel.

6  Neuze e lavaras: Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob. Ha Moizez a guzhas e zremm, aon en doa da sellout ouzh Doue.

7  An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d’o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac’haroù.

8  Diskennet on evit o zennañ eus dorn an Ejipsianed hag evit o lakaat da vont eus ar vro-se etrezek ur vro vat ha ledan, ur vro a zever gant laezh ha mel, e-lec’h m’emañ o chom ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.

9  Bremañ setu, garmadeg mibien Israel a zo deuet betek ennon hag em eus gwelet ar gwaskerezh a c’houzañvont a-berzh an Ejipsianed.

10  Bremañ eta, deus! Kas a rin ac’hanout da gavout Faraon hag e lakai va fobl, mibien Israel, da vont kuit eus an Ejipt.

11  Moizez a respontas da Zoue: Piv on-me da vont da gavout Faraon ha da lakaat mibien Israel da vont kuit eus an Ejipt?

12  Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac’hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.

13  Moizez a lavaras da Zoue: Setu, mont a rin da gavout mibien Israel hag e lavarin dezho: Doue hon tadoù en deus va c’haset d’ho kavout; hag e lavarint din: Pehini eo e anv? Petra a lavarin dezho?

14  Doue a lavaras da Voizez: ME EO AN HINI A ZO. Hag e lavaras: Komz a ri evel-henn da vibien Israel: ME A ZO en deus va c’haset d’ho kavout.

15  Doue a lavaras c’hoazh da Voizez: Evel-henn e komzi da vibien Israel: An AOTROU, Doue ho tadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob, en deus va c’haset d’ho kavout. Hennezh eo va anv da viken, hennezh eo va eñvor a lignez da lignez.

16  Kae, dastum henaourien Israel ha lavar: An AOTROU, Doue ho tadoù, a zo en em ziskouezet din, Doue Abraham, Izaak ha Jakob, hag en deus lavaret: A-dra-sur gwelet em eus ac’hanoc’h hag ar pezh a vez graet deoc’h en Ejipt,

17  hag em eus lavaret: Me a lakaio ac’hanoc’h da bignat eus glac’har an Ejipt da vro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz, d’ur vro a zever gant laezh ha mel.

18  Sentiñ a raint ouzh da vouezh, hag ez i, te hag henaourien Israel, da gavout roue an Ejipt, hag e lavarot dezhañ: An AOTROU, Doue an Hebreed, a zo deuet a-raok deomp. Lez ac’hanomp d’ober ur veaj a dri devezh er gouelec’h da aberzhiñ d’an AOTROU hon Doue.

19  Gouzout a ran ne lezo ket ac’hanoc’h roue an Ejipt da vont kuit, nann zoken rediet gant un dorn kreñv.

20  Astenn a rin va dorn hag e skoin war an Ejipt dre an holl vurzhudoù a rin en he c’hreiz. Goude-se e lezo ac’hanoc’h da vont.

21  Hag e lakain ar bobl-se da gavout trugarez dirak daoulagad an Ejipsianed, hag e c’hoarvezo penaos pa’z eot kuit, n’eot ket en goullo.

22  Pep gwreg a c’houlenno digant hec’h amezegez ha digant ostizez he zi listri arc’hant hag aour, ha dilhad a lakaiot war ho mibien ha war ho merc’hed, hag e tibourc’hot an Ejipsianed.

 

Pennad 4

Ar sinoù roet da Voizez

1  Moizez a respontas: Met setu, ne gredint ket ac’hanon ha ne sentint ket ouzh va mouezh, met e lavarint: An AOTROU n’en deus ket en em ziskouezet dit.

2  An AOTROU a lavaras: Petra a zo e-barzh da zorn? Respont a reas: Ur wialenn.

3  Hag e lavaras: Taol anezhi d’an douar. He zeurel a reas d’an douar, hag e teuas da vezañ un naer. Moizez a dec’he dirazañ.

4  An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn ha krog enni dre he lost. Astenn a reas e zorn hag e krogas enni, hag e teuas ur wialenn en e zorn.

5  Kement-se evit ma kredint ez eo en em ziskouezet dit an AOTROU, Doue o zadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob.

6  An AOTROU a lavaras c’hoazh: Laka da zorn ez pruched. Lakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e zorn a oa lovr, gwenn evel erc’h.

7  Hag e lavaras: Adlaka da zorn ez pruched. Adlakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e oa addeuet evel e gig.

8  Hag e c’hoarvezo ma ne gredont ket ennout ha ma ne sentont ket ouzh mouezh ar sin kentañ, e kredint e mouezh ar sin diwezhañ.

9  Ma ne gredont ket zoken en daou sin-se ha ma ne sentont ket ouzh da vouezh, e kemeri dour eus ar stêr, a skuilhi war an douar, hag an dour az po kemeret eus ar stêr a zeuio da vezañ gwad war an douar.

10  Moizez a lavaras d’an AOTROU: O, Aotrou, n’on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec’h nag eus derc’hent-dec’h, nag abaoe ma komzez da’z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.

11  An AOTROU a lavaras: Piv en deus graet genoù an den? Pe piv eo an hini a laka mut, bouzar, gouest da welout, pe dall? Ha n’eo ket me, an AOTROU?

12  Bremañ eta, kae ha me a vo gant da c’henoù, me a gelenno dit ar pezh a zlei lavarout.

13  Moizez a lavaras: O, Aotrou, kas an hini a fell dit kas.

14  Fulor an AOTROU en em danas a-enep Moizez, hag e lavaras: Aaron al Leviad, ha n’eo ket da vreur? Gouzout a ran e komzo aezet. Ha zoken setu-eñ amañ o tont da’z tiaraogiñ, ha pa welo ac’hanout, e laouenaio en e galon.

15  Komz a ri eta outañ hag e lakai ar gerioù en e c’henoù; ha me a vo gant da c’henoù ha gant e hini, hag e kelennin deoc’h ar pezh a zleot ober.

16  Eñ eo an hini a gomzo evidout d’ar bobl, da c’henoù e vo ha te a vo evel Doue dezhañ.

17  Ar wialenn-mañ a gemeri ez taouarn ha drezi e ri ar sinoù.

Distro Moizez en Ejipt

18  Moizez a yeas kuit, a zistroas da gavout Jetro e dad-kaer hag a lavaras: Ma ez in kuit, me az ped, ma tistroin da gavout va breudeur a zo en Ejipt evit gwelout hag int a zo c’hoazh bev. Jetro a lavaras da Voizez: Kae e peoc’h!

19  An AOTROU a lavaras da Voizez e Madian: Kae en-dro d’an Ejipt, rak ar re holl a glaske da vuhez a zo marv.

20  Moizez a gemeras e wreg hag e vibien, o lakaas da bignat war un azen, hag e tistroas da vro Ejipt. Moizez a gemeras gwialenn Doue en e zorn.

21  An AOTROU a lavaras da Voizez: En ur vont en-dro d’an Ejipt, evesha ouzh an holl vurzhudoù am eus lakaet ez torn hag a ri dirak Faraon. Met me a galetaio e galon, ha ne lezo ket ar bobl da vont kuit.

22  Lavarout a ri da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Israel eo va mab, va c’hentañ-ganet,

23  hag e lavaran dit: Lez va mab da vont kuit, evit ma servijo ac’hanon; ha ma ne fell ket dit e lezel da vont, setu, ez an da lakaat da vab, da gentañ-ganet, da vervel.

24  Hag e c’hoarvezas penaos en hent, en ostaleri, an AOTROU a gavas Moizez hag a glaskas e lakaat da vervel.

25  Sefora a gemeras ur c’hailhastr, a droc’has pod-mezenn e vab, hag e daolas d’e dreid o lavarout: A-dra-sur, ur pried gwad ez out din.

26  An AOTROU a lezas anezhañ. Hi a lavaras neuze: Pried gwad! abalamour d’an amdroc’h.

27  An AOTROU a lavaras da Aaron: Kae en arbenn da Voizez er gouelec’h. Mont a reas eta hag e kavas anezhañ war menez Doue, hag e pokas dezhañ.

28  Moizez a gontas da Aaron holl c’herioù an AOTROU, ar re en doa e gaset drezo, hag an holl sinoù en doa gourc’hemennet dezhañ ober.

29  Moizez a yeas gant Aaron hag e tastumjont holl henaourien mibien Israel.

30  Aaron a lavaras an holl c’herioù en doa lavaret an AOTROU da Voizez hag a reas ar sinoù dirak daoulagad ar bobl.

31  Ar bobl a gredas, hag ec’h anavezjont penaos en doa gweladennet an AOTROU mibien Israel ha penaos en doa gwelet o glac’har. Hag e soubljont o fenn hag e stoujont.

 

Pennad 5

« Lez va fobl da vont kuit … »

1  Goude-se Moizez hag Aaron a zeuas hag a lavaras da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel: Lez va fobl da vont kuit, evit ma lido ur gouel din er gouelec’h.

2  Met Faraon a lavaras: Piv eo an AOTROU ma sentfen ouzh e vouezh en ur lezel Israel da vont kuit? N’anavezan ket an AOTROU ha ne lezin ket Israel da vont kuit.

3  Int a lavaras: Doue an Hebreed a zo deuet a-raok deomp; lez ac’hanomp d’ober ur veaj a dri devezh er gouelec’h da aberzhiñ d’an AOTROU hon Doue, gant aon na skofe warnomp gant ar vosenn pe ar c’hleze.

4  Ha roue an Ejipt a lavaras: Moizez hag Aaron, perak e tistroit ar bobl eus e labour? Kit d’ho karg!

5  Faraon a lavaras: Setu aze, ar bobl a-ziwar ar maez a zo bremañ niverus, hag e lakafec’h anezho da ehanañ diouzh o c’harg?

6  Faraon a roas an urzh-mañ en deiz-se d’ar vistri-vicherour lakaet war ar bobl ha d’ar gefridiourien:

7  Ne roiot ken plouz d’an dud evit ober brikennoù evel diagent; ra ez aint o-unan ha ma tastumint.

8  Hag e roiot dezho al lodenn vrikennoù a roec’h diagent. Ne lamot tra ebet, rak didalvez int. Setu perak e kriont o lavarout: Eomp da aberzhiñ d’hon Doue!

9  Ra vo bec’hiet an dud-se a labour ha ma raint anezhañ, ha ma ne daolint ket evezh ouzh komzoù a c’hevier.

10  Ar vistri-vicherour hag ar gefridiourien a yeas hag a lavaras d’ar bobl: Evel-henn en deus lavaret Faraon: Ne roin ken deoc’h a blouz,

11  kemerit hoc’h-unan plouz e-lec’h ma kavot, rak ne vo lamet netra eus ho labour.

12  Neuze ar bobl en em stlabezas dre holl vro Ejipt da gerc’hat soul e-lec’h plouz.

13  Ar vistri-vicherour a waske anezho, en ur lavarout: Echuit ho labour, bemdez al lodenn lakaet deoc’h evel pa oa plouz.

14  Kefridiourien mibien Israel o doa lakaet mistri-vicherour Faraon warno; hag e voent pilet hag e voe lavaret dezho: Perak n’hoc’h eus ket echuet ho lodenn a vrikennoù dec’h hag hiziv evel diagent?

15  Kefridiourien mibien Israel a zeuas hag a grias da Faraon o lavarout: Perak e rez evel-se e-keñver da servijerien?

16  Ne roer ket a blouz da’z servijerien hag e lavarer deomp: Grit brikennoù! Ha setu, da servijerien a zo pilet, met da bobl eo a zo kablus.

17  Eñ a respontas: C’hwi a zo didalvez, didalvez! Setu perak e lavarit: Eomp da aberzhiñ d’an AOTROU!

18  Bremañ, kit da labourat; ha ne vo ket roet deoc’h a blouz hag e reot an hevelep lodenn a vrikennoù.

19  Kefridiourien mibien Israel en em welas eta er boan, dre ma lavared dezho: Ne lamot netra eus ho prikennoù, bemdez e reot al lodenn lakaet deoc’h.

20  Pa’z ejont kuit a-zirak Faraon, e kavjont Moizez hag Aaron a c’hortoze anezho,

21  hag e lavarjont: Ra sello an AOTROU ouzhoc’h ha ra varno! Lakaet hoc’h eus ac’hanomp ur flaer dirak Faraon ha dirak e servijerien, en ur lakaat ur c’hleze en o dorn evit hol lazhañ.

22  Moizez a zistroas etrezek an AOTROU hag a lavaras: AOTROU, perak ec’h eus graet droug d’ar bobl-mañ? Perak eta ec’h eus va c’haset,

23  abaoe m’on deuet da gavout Faraon evit komz ez anv, en deus graet droug d’ar bobl-mañ ha ne’c’h eus ket dieubet da bobl?

 

Pennad 6

Promesa Doue

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Bremañ e weli ar pezh a rin da Faraon, rak o lezel a raio da vont kuit, kendrec’het gant un dorn kreñv, hag o c’haso kuit eus e vro, kendrec’het gant un dorn kreñv.

2  Doue a gomzas da Voizez hag a lavaras: Me eo an AOTROU.

3  Me a zo en em ziskouezet da Abraham, da Izaak ha da Jakob, evel an Doue holl-c’halloudek, met dre va anv, an AOTROU, n’on ket bet anavezet ganto.

4  Diazezet em eus ivez va emglev ganto, evit reiñ dezho bro Ganaan ez int chomet enni evel diavaezidi.

5  Klevet em eus ivez hirvoudoù mibien Israel dalc’het er sklaverezh gant an Ejipsianed, hag em eus bet soñj eus va emglev.

6  Setu perak lavar da vibien Israel: Me eo an AOTROU, me a denno ac’hanoc’h a-zindan bec’hioù an Ejipsianed, me a zieubo ac’hanoc’h eus ho sklaverezh, me a zaspreno ac’hanoc’h dre ur vrec’h astennet ha barnadegoù bras.

7  Me a gemero ac’hanoc’h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec’h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec’hioù an Ejipsianed.

8  Me a lakaio ac’hanoc’h da vont er vro am eus savet va dorn diwar he fenn, da reiñ anezhi da Abraham, da Izaak ha da Jakob, hag e roin anezhi deoc’h evel perc’henniezh, me an AOTROU.

9  Moizez a gomzas eta evel-se da vibien Israel. Met ne selaoujont ket ouzh Moizez en abeg da enkrez o spered hag en abeg d’ar sklaverezh garv.

10  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

11  Kae, komz ouzh Faraon roue an Ejipt, ha ma lezo mibien Israel da vont kuit eus e vro.

12  Moizez a gomzas dirak an AOTROU hag a lavaras: Setu, mibien Israel n’o deus ket va selaouet; penaos e selaoufe Faraon ac’hanon, me hag a zo diamdroc’h a vuzelloù?

13  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron, hag a c’hourc’hemennas dezho mont da gavout mibien Israel ha Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt.

Lignez Moizez hag Aaron

14  Setu pennoù-bras tiegezh o zadoù. Mibien Ruben, kentañ-ganet Israel: Hanok, Palu, Hezron ha Karmi. Setu aze tiegezhioù Ruben.

15  Mibien Simeon: Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Zohar ha Saül mab ar Gananeadez. Setu aze tiegezhioù Simeon.

16  Setu anvioù mibien Levi hervez o lignezoù: Gershon, Kehad ha Merari. Bloavezhioù buhez Levi a voe kant seizh vloaz ha tregont.

17  Mibien Gershon: Libni, Shimei, dre o ziegezhioù.

18  Mibien Kehad: Amram, Jizehar, Hebron hag Uziel. Bloavezhioù buhez Kehad a voe kant tri bloaz ha tregont.

19  Mibien Merari: Mahli ha Mushi. Setu aze tiegezhioù Levi hervez o lignezoù.

20  Amram a gemeras evel gwreg Jokebed e voereb, hag e c’hanas dezhañ Aaron ha Moizez. Bloavezhioù buhez Amram a voe kant seizh vloaz ha tregont.

21  Mibien Jizehar: Kora, Nefeg ha Zikri.

22  Mibien Uziel: Mishael, Elzafan ha Sitri.

23  Aaron a gemeras evel gwreg Elisheba merc’h Aminadab c’hoar Nahashon, hag e c’hanas dezhañ Nadab, Abihu, Eleazar hag Itamar.

24  Mibien Kora: Asir, Elkana hag Abiasaf. Setu aze tiegezhioù ar g-Korahiz.

25  Eleazar mab Aaron a gemeras evel gwreg unan eus merc’hed Putiel, hag e c’hanas dezhañ Fineaz. Setu pennoù-bras tadoù al Levited, dre o ziegezhioù.

26  D’an Aaron-se ha d’ar Moizez-se eo e lavaras an AOTROU: Tennit mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.

27  Ar re-se eo a gomzas ouzh Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt. Ar Moizez-se hag an Aaron-se eo.

Karg Moizez ha karg Aaron

28  C’hoarvezout a reas eta penaos en deiz ma komzas an AOTROU da Voizez e bro Ejipt,

29  an AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: Me eo an AOTROU, lavar da Faraon roue an Ejipt kement a lavarin dit.

30  Neuze Moizez a lavaras dirak an AOTROU: Setu, me a zo diamdroc’h a vuzelloù; penaos e selaoufe Faraon ac’hanon?

 

Pennad 7

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Sell! Da lakaet em eus evel un doue da Faraon, hag Aaron da vreur a vo da brofed.

2  Te a lavaro kement a c’hourc’hemennin dit, hag Aaron da vreur a gomzo da Faraon, evit ma lezo mibien Israel da vont er-maez eus e vro.

3  Me a galetaio kalon Faraon hag a gresko va sinoù ha va burzhudoù e bro Ejipt.

4  Faraon ne selaouo ket ac’hanoc’h. Lakaat a rin va dorn war an Ejipt hag e tennin eus bro Ejipt va armeoù, va fobl, mibien Israel, dre varnadegoù bras.

5  An Ejipsianed a anavezo ez on an AOTROU, pa astennin va dorn war an Ejipt ha pa dennin mibien Israel eus o zouez.

6  Moizez hag Aaron a reas eta evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU dezho; evel-se e rejont.

7  Moizez a oa oadet a bevar-ugent vloaz hag Aaron a dri bloaz ha pevar-ugent, pa gomzjont da Faraon.

Ar wialenn troet en naer

8  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

9  Pa gomzo Faraon ouzhoc’h ha pa lavaro: Grit ur mirakl! Neuze e lavari da Aaron: Kemer da wialenn ha taol anezhi dirak Faraon, hag e teuio da vezañ un naer.

10  Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon hag a reas evel-se, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU dezho. Aaron a daolas e wialenn dirak Faraon ha dirak e servijerien, hag e teuas da vezañ un naer.

11  Met Faraon a c’halvas ivez ar re fur hag ar sorserien; ha strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù.

12  Teurel a rejont pep hini e wialenn, hag e teujont da vezañ naered. Met gwialenn Aaron a lonkas o gwialennoù.

13  Kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m’en doa lavaret an AOTROU.

Gwalenn an dour troet e gwad

14  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kalon Faraon a zo kaletaet, ne fell ket dezhañ lezel ar bobl da vont kuit.

15  Kae da gavout Faraon diouzh ar beure; setu, e teuio etrezek an dour, en em lakaat a ri dirazañ war ribl ar stêr, hag e kemeri ez torn ar wialenn a oa bet troet en naer.

16  Lavarout a ri dezhañ: An AOTROU, Doue an Hebreed, en deus va degaset da’z kavout o lavarout: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac’hanon er gouelec’h, ha setu, ne’c’h eus ket va selaouet betek bremañ.

17  Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Dre gement-mañ e ouezi ez on an AOTROU: Setu, ez an da skeiñ gant ar wialenn a zo e-barzh va dorn an doureier a zo er stêr, hag e vint troet e gwad.

18  Ar pesked a zo er stêr a varvo, ar stêr a vreino, hag an Ejipsianed o devo rukun oc’h evañ dour eus ar stêr.

19  An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Kemer da wialenn hag astenn da zorn war doureier an Ejipsianed, war o stêrioù, war o gwazhioù-dour, war o lennoù, war o holl stankoù dour, evit ma teuint da vezañ gwad; hag e vo gwad dre an Ejipt holl, hag el listri-koad hag el listri-maen.

20  Moizez hag Aaron a reas evel-se, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU dezho. Aaron a savas e wialenn hag a skoas war an doureier a oa er stêr, dirak daoulagad Faraon ha dirak daoulagad e servijerien, hag an holl zoureier a oa er stêr a voe troet e gwad.

21  Ar pesked a oa er stêr a varvas, ar stêr a vreinas, hag an Ejipsianed ne c’helljont ket evañ dour eus ar stêr; hag edo ar gwad dre an Ejipt holl.

22  Met strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù. Kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m’en doa lavaret an AOTROU.

23  Faraon a zistroas hag a yeas en e di, ha ne lakaas ket e galon evezhiek ouzh kement-se.

24  An holl Ejipsianed a doullas en-dro d’ar stêr da gavout dour da evañ, rak ne c’hellent ket evañ dour eus ar stêr.

25  Hag e tremenas seizh devezh goude m’en doe skoet an AOTROU war ar stêr.

 

Pennad 8

Gwalenn ar raned

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout Faraon ha lavar: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac’hanon.

2  Ma ne fell ket dit o lezel da vont kuit, setu, ez an da skeiñ war da holl zouar gant raned.

3  Ar stêr a vervo a raned a bigno hag a yelo ez ti, ez kambr e-lec’h ma kouskez, war da wele, e ti da servijerien, e-touez da bobl, ez fornioù, ez irc’hier.

4  Ar raned a bigno warnout, war da bobl ha war da holl servijerien.

5  An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Astenn da zorn gant da wialenn war ar stêrioù, war ar gwazhioù-dour ha war al lennoù, ha laka ar raned da bignat war vro Ejipt.

6  Aaron a astennas e zorn war doureier an Ejipt, hag ar raned a bignas hag a c’holoas bro Ejipt.

7  Met ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù, o lakaat raned da bignat war vro Ejipt.

8  Faraon a c’halvas Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pedit evidon an AOTROU, evit ma pellaio ar raned diouzhin ha diouzh va fobl, hag e lezin ar bobl da vont evit aberzhiñ d’an AOTROU.

9  Moizez a lavaras da Faraon: Dit-te an enor da lavarout din a-benn pegoulz e tlein pediñ evidout, evit da servijerien hag evit da bobl, evit ma vo lamet ar raned pell diouzhit ha diouzh da diez, ha ne chomint nemet er stêr.

10  Eñ a respontas: A-benn warc’hoazh. Ha Moizez a lavaras: Graet e vo hervez da gomz, evit ma ouezi penaos n’eus hini ebet heñvel ouzh an AOTROU hon Doue.

11  Ar raned eta a bellaio diouzhit ha diouzh da diez, da servijerien ha da bobl; er stêr nemetken e chomint.

12  Moizez hag Aaron a yeas kuit a-zirak Faraon. Ha Moizez a grias d’an AOTROU diwar-benn ar raned en doa lakaet da zont war Faraon.

13  An AOTROU a reas hervez komz Moizez, hag ar raned a varvas en tiez, er c’hêriadennoù hag er parkeier.

14  Dastumet e voent a-wrac’helladoù, hag e flaerias an douar.

15  Faraon, o welout e oa un ehan, a galetaas e galon, ne selaouas ket anezho evel m’en doa lavaret an AOTROU.

Gwalenn al laou

16  An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Astenn da wialenn ha sko war boultr an douar, hag e teuio da vezañ laou war holl vro Ejipt.

17  Hag e rejont evel-se: Aaron a astennas e zorn gant e wialenn hag a skoas war boultr an douar, hag e teuas da vezañ laou war an dud ha war al loened. Holl boultr ar vro a zeuas da vezañ laou war holl vro Ejipt.

18  Ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù evit produiñ laou, met ne c’helljont ket. Al laou a voe eta war an dud ha war al loened.

19  Neuze ar strobinellerien a lavaras da Faraon: Biz Doue eo. Met kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m’en doa lavaret an AOTROU.

Gwalenn ar c’helien

20  An AOTROU a lavaras da Voizez: Sav beure-mat hag en em zalc’h dirak Faraon. Setu ez aio etrezek an dour, hag e lavari dezhañ: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac’hanon.

21  Ma ne lezez ket va fobl da vont kuit, setu, ez an da gas kelien warnout, war da servijerien, war da bobl ha war da diez; tiez an Ejipsianed a vo leuniet gant kelien, ha zoken an douar emaint warnañ.

22  Met disheñvelout a rin en deiz-se bro C’hosen, e-lec’h emañ va fobl o chom, ha ne vo ket eno a gelien, evit ma ouezi penaos me, an AOTROU, a zo e-kreiz ar vro.

23  Lakaat a rin un diforc’h etre va fobl ha da bobl. Warc’hoazh en em gavo ar sin-se.

24  An AOTROU a reas evel-se, hag e teuas kelien en niver bras e ti Faraon hag e ti e servijerien. War holl vro Ejipt, an douar a voe glac’haret gant ar c’helien.

25  Faraon a c’halvas Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Kit, aberzhit d’ho Toue er vro.

26  Moizez a lavaras: N’eo ket dereat ober kement-se, rak ar pezh a aberzhfemp d’an AOTROU hon Doue a vefe un euzhusted dirak an Ejipsianed. Setu, mar kinnigfemp dirak o daoulagad aberzhoù a zo un euzhusted dirak an Ejipsianed, ha ne veinataint ket ac’hanomp?

27  Ni a raio ur veaj a dri devezh er gouelec’h da aberzhiñ d’an AOTROU hon Doue, evel ma lavaro deomp.

28  Faraon a lavaras: Me ho lezo da vont da aberzhiñ d’an AOTROU ho Toue er gouelec’h, nemet ned eot ket pell. Pedit evidon.

29  Moizez a lavaras: Pa vin aet kuit eus da gichen, e pedin an AOTROU; warc’hoazh, ar c’helien a bellaio diouzh Faraon, diouzh e servijerien ha diouzh e bobl. Nemet na zalc’ho ket Faraon da dromplañ en ur herzel ouzh ar bobl da vont da aberzhiñ d’an AOTROU.

30  Moizez a yeas kuit eus kichen Faraon hag a bedas an AOTROU.

31  An AOTROU a reas hervez komz Moizez, ar c’helien a bellaas diouzh Faraon, diouzh e servijerien ha diouzh e bobl: ne chomas ket unan anezho.

32  Met Faraon a galetaas e galon c’hoazh ar wech-mañ, ne lezas ket ar bobl da vont kuit.

 

Pennad 9

Gwalenn ar vosenn vras war al loened

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout Faraon ha lavar: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue an Hebreed: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac’hanon,

2  rak ma ne fell ket dit o lezel da vont ha mar he dalc’hez c’hoazh,

3  setu, dorn an AOTROU a vo war da loened a zo er parkeier, war ar c’hezeg, war an ezen, war ar c’hañvaled, war an ejened ha war an deñved: bez’ e vo ur vosenn vras-meurbet.

4  An AOTROU a zisheñvelo etre loened Israel ha loened an Ejipsianed, ha ne varvo netra eus ar pezh holl a zo da vibien Israel.

5  An AOTROU a lakaas an amzer o lavarout: Warc’hoazh e raio an AOTROU kement-se er vro.

6  An AOTROU a reas eta kement-se adalek an deiz war-lerc’h, hag holl loened an Ejipsianed a varvas, met eus loened mibien Israel ne varvas ket ul loen zoken.

7  Faraon a gasas da welout ha setu, ne oa marvet loen ebet eus loened Israel. Met kalon Faraon a galetaas, ne lezas ket ar bobl da vont kuit.

Gwalenn ar goulioù bev

8  An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Kemerit leizh ho taouarn a ludu-forn, ha ra daolo Moizez anezhañ etrezek an neñvoù dirak daoulagad Faraon.

9  Dont a raio da vezañ poultr war holl vro Ejipt, hag e vo war an dud ha war al loened goulioù goret e breinadur en holl vro Ejipt.

10  Kemer a rejont eta ludu-forn hag en em zalc’hjont dirak Faraon. Moizez en taolas etrezek an neñvoù hag e vo war an dud ha war al loened goulioù goret e breinadur.

11  Ar strobinellerien ne c’helljont ket en em zerc’hel dirak Moizez en abeg d’ar goulioù. Rak ar goulioù a oa war ar strobinellerien evel war an holl Ejipsianed.

12  An AOTROU a galetaas kalon Faraon, n’o selaouas ket evel m’en doa lavaret an AOTROU da Voizez.

Gwalenn ar grizilh

13  An AOTROU a lavaras da Voizez: Sav beure-mat, en em zalc’h dirak Faraon ha lavar: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue an Hebreed: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac’hanon,

14  rak ar wech-mañ e kasin va holl c’houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n’eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl.

15  Rak bremañ, mar em bije astennet va dorn ha mar em bije skoet warnout dre ar marv, te ha da bobl, e vijes skubet a-ziwar an douar.

16  Met evit kement-mañ em eus da lakaet da chom: evit ma weli va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.

17  Mar en em savez c’hoazh a-enep va fobl evit e herzel da vont kuit,

18  setu, me a lakaio warc’hoazh, d’an eur-mañ, da gouezhañ ur grizilh ken bras, ken n’en deus bet netra heñvel outañ en Ejipt adalek an deiz m’eo bet diazezet betek bremañ.

19  Bremañ eta, kas da lakaat da loened e surentez, ha kement ac’h eus er parkeier. Ar grizilh a gouezho war an dud holl ha war al loened a vo er parkeier ha ne vo ket en em dennet en tiez, hag e varvint.

20  E-touez servijerien Faraon, an hini a zouje ger an AOTROU a lakaas raktal d’en em dennañ en e di e servijerien hag e loened.

21  Met an hini na lakae ket evezh ouzh ger an AOTROU a lezas e servijerien hag e loened er parkeier.

22  An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn war-zu an neñvoù, evit ma vo grizilh war holl vro Ejipt, war an dud, war al loened ha war holl c’heot ar parkeier e bro Ejipt.

23  Moizez a astennas eta e wialenn etrezek an neñvoù, hag an AOTROU a gasas tarzhioù-kurun ha grizilh, hag an tan a rede war an douar. An AOTROU a lakaas grizilh da gouezhañ war vro Ejipt.

24  Hag e voe grizilh hag un tan dalc’hus e-kreiz ar grizilh. Bez’ e oa ken kreñv ken ne oa ket bet kemend-all war holl vro Ejipt abaoe ma oa deuet da vezañ ur bobl.

25  Ar grizilh a skoas, en holl vro Ejipt, war gement a voe er parkeier, adalek an dud betek al loened. Ar grizilh a skoas ivez war holl c’heot ar parkeier hag a dorras holl wez ar parkeier.

26  E bro C’hosen, a oa enni mibien Israel, ne voe ket a c’hrizilh.

27  Faraon a gasas da c’hervel Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pec’het em eus ar wech-mañ, an AOTROU a zo reizh, ha me ha va fobl a zo fallakr.

28  Pedit an AOTROU, ha ma ne vo ken na kurunadoù na grizilh; me ho lezo da vont ha c’hwi ne chomot ket pelloc’h.

29  Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec’h astennin va daouarn etrezek an AOTROU, ar c’hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c’hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d’an AOTROU.

30  Met gouzout a ran penaos te ha da servijerien ne zoujot ket c’hoazh an AOTROU Doue.

31  Al lin hag an heiz a oa bet skoet, rak an heiz a oa o tañvouezennañ hag a lin a oa e bleuñv.

32  Met ar gwinizh hag ar yell ne oant ket bet skoet, dre ma oant diwezhatoc’h.

33  Moizez a guitaas Faraon, a yeas kuit eus kêr hag a astennas e zaouarn war-zu an AOTROU. Ar c’hurunadoù hag ar grizilh a baouezas, hag ar glav ne voe ken skuilhet war an douar.

34  Faraon, o welout penaos e oa ar glav, ar grizilh hag ar c’hurunadoù paouezet, a gendalc’has c’hoazh da bec’hiñ hag a galetaas e galon, eñ hag e servijerien.

35  Kalon Faraon a galetaas, ne lezas ket mibien Israel da vont kuit evel m’en doa lavaret an AOTROU dre c’henoù Moizez.

 

Pennad 10

Gwalenn ar c’hilheien-raden

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout Faraon, rak kaletaet em eus e galon ha kalon e servijerien evit lakaat va sinoù en o zouez

2  hag evit ma tisklêrii da’z mab ha da vab da vab an traoù am bo graet war an Ejipsianed hag ar sinoù am bo graet en o c’hreiz, ha ma ouiot ez on me an AOTROU.

3  Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac’hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac’hanon.

4  Rak ma ne fell ket dit o lezel da vont kuit, setu, e kasin warc’hoazh kilheien-raden da zont war da holl zouar.

5  Hag e c’holoint gorre an douar, ha ne c’hallor ket gwelout an douar, hag e tebrint an nemorant a zo manet, ar pezh en deus lezet ar grizilh deoc’h, hag e tebrint an holl wez a gresk en ho parkeier,

6  hag e leugnint da diez, tiez da holl servijerien ha tiez an holl Ejipsianed; ar pezh n’o deus ket gwelet da dadoù, na tadoù da dadoù adalek an deiz ma’z int bet war an douar betek hiziv. Neuze e tistroas hag ez eas kuit eus ti Faraon.

7  Servijerien Faraon a lavaras: Betek pegoulz e vo hemañ ur stign deomp? Lez an dud-se da vont kuit ha ma servijint an AOTROU o Doue. Ha ne welez ket c’hoazh ez eo kollet an Ejipt?

8  Neuze e voe adgalvet Moizez hag Aaron dirak Faraon. Lavarout a reas: Kit, servijit an AOTROU ho Toue. Piv eo ar re holl a yelo?

9  Moizez a respontas: Ni a yelo gant hon tud yaouank ha gant hon tud kozh, gant hor mibien ha gant hor merc’hed, gant hon deñved hag hon ejened; rak evidomp e vo ur gouel d’an AOTROU.

10  Faraon a lavaras: Ra vo an AOTROU ganeoc’h, evel ma ho lezin da vont, c’hwi hag ho pugale vihan! Taolit evezh rak an droug a zo dirazoc’h!

11  Nann, ne vo ket evel-se; kit, c’hwi ar wazed, ha servijit an AOTROU, rak kement-se eo a c’houlennit. Hag e voent kaset kuit a-zirak Faraon.

12  An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn war vro Ejipt, evit lakaat ar c’hilheien-raden da zont, ha ma pignint war vro Ejipt, ma tebrint holl c’heot an douar, ar pezh en deus lezet ar grizilh.

13  Moizez a astennas e wialenn war vro Ejipt, hag an AOTROU a zegasas un avel sav-heol e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Ar beure a zeuas, hag avel ar sav-heol en doa degaset ar c’hilheien-raden.

14  Ar c’hilheien-raden a bignas war holl vro Ejipt hag a blavas war holl zouar an Ejipt en un niver gwall vras. A-raok ne oa ket bet un hevelep berniad, na goude ne vo ket.

15  Goleiñ a rejont gorre ar vro holl hag an douar a voe teñvalaet ganto. Hag e tebrjont holl c’heot an douar hag holl frouezh ar gwez en doa lezet ar grizilh, ha ne chomas glazadur ebet d’ar gwez na da c’heot ar parkeier, en holl vro Ejipt.

16  Neuze Faraon a hastas gervel Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pec’het em eus a-enep an AOTROU ho Toue, hag a-enep deoc’h.

17  Met bremañ, pardon va fec’hed, me az ped, evit ar wech-mañ hepken, ha pedit an AOTROU ho Toue, evit ma pellaio diouzhin ar marv-mañ hepken.

18  Moizez a yeas kuit eus ti Faraon hag a bedas an AOTROU.

19  An AOTROU a zegasas un avel kuzh-heol gwall greñv a gasas kuit ar c’hilheien-raden hag o zaolas er Mor Ruz. Ne chomas ket ur c’hilhog-raden war holl zouar an Ejipt.

20  An AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne lezas ket mibien Israel da vont kuit.

Gwalenn an deñvalijenn

21  An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn etrezek an neñv, evit ma vo teñvalijenn war vro Ejipt kement ken e c’haller he stekiñ.

22  Moizez a astennas eta e zorn etrezek an neñv, hag e voe un deñvalijenn dev war holl vro Ejipt e-pad tri devezh.

23  N’en em wele ket an eil egile ha den ne savas eus lec’h ma oa e-pad tri devezh. Met evit holl vibien Israel e voe sklêrijenn e-lec’h m’edont o chom.

24  Faraon a c’halvas Moizez hag a lavaras: Kit, servijit an AOTROU, ra chomo hepken ho teñved hag hoc’h ejened; ho pugale a yelo ivez ganeoc’h.

25  Moizez a respontas: Te a lakaio da-unan etre hon daouarn peadra d’ober aberzhoù ha loskaberzhoù a ginnigimp d’an AOTROU hon Doue.

26  Hol loened a yelo ivez ganeomp, ne chomo ket un ivin anezho; rak ni a gemero diouto evit servijañ an AOTROU hon Doue, ha n’ouzomp ket gant petra e tleimp servijañ an AOTROU ken na vimp erru eno.

27  An AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne fellas ket dezhañ o lezel da vont kuit.

28  Faraon a lavaras: Kae kuit a-zirazon! Diwall da adwelout va dremm, rak an deiz ma adweli va dremm, e varvi.

29  Neuze Moizez a respontas: Lavaret mat ec’h eus: ne adwelin ken da zremm.

 

Pennad 11

Ar walenn diwezhañ a zo kemennet da Faraon

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Me a lakaio c’hoazh ur walenn da zont war Faraon ha war an Ejipt. Goude-se e lezo ac’hanoc’h da vont kuit ac’hann.

2  Komz ouzh ar bobl, evit ma c’houlenno pep gwaz digant e amezeg ha pep maouez digant hec’h amezegez traoù arc’hant ha traoù aour.

3  An AOTROU a roas d’ar bobl da gavout trugarez dirak an Ejipsianed, ha Moizez zoken a oa bras-meurbet e bro Ejipt dirak daoulagad servijerien Faraon ha dirak daoulagad ar bobl.

4  Moizez a lavaras: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: War-dro hanternoz e tremenin e-kreiz an Ejipt,

5  ha pep kentañ-ganet a varvo e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, eñ hag a zo azezet war e dron, betek kentañ-ganet ar vatezh a zo a-drek ar maen-milin, kenkoulz ha pep kentañ-ganet al loened.

6  Hag e vo garmadennoù bras en holl vro Ejipt, evel ma n’en deus bet biskoazh ha na vo biken heñvel outo.

7  Met e-touez holl vibien Israel, ne vo ket zoken ur c’hi o fiñval e deod, adalek an dud betek al loened, evit ma ouezor an diforc’h a zo lakaet gant an AOTROU etre an Ejipsianed hag Israel.

8  Ha da holl servijerien, ar re a zo aze, a ziskenno da’m c’havout hag a stouo dirazon o lavarout: Kae kuit, te hag an holl bobl a zo war da lerc’h! Ha goude-se, me a yelo kuit. Moizez, droug ennañ, a guitaas ti Faraon.

9  An AOTROU a lavaras da Voizez: Faraon ne selaouo ket ouzhit, evit ma kresko va mirakloù e bro Ejipt.

10  Moizez hag Aaron a reas an holl virakloù-se dirak Faraon. Hag an AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne lezas ket mibien Israel da vont kuit eus e vro.

 

Pennad 12

Ar Pask kentañ

1  An AOTROU a gomzas ouzh Moizez hag Aaron e bro Ejipt o lavarout:

2  Ar miz-mañ a vo evidoc’h deroù ar mizioù; hemañ a vo evidoc’h ar c’hentañ eus mizioù ar bloaz.

3  Komzit ouzh holl vodadenn Israel ha lavarit: D’an dekvet deiz eus ar miz-mañ, ra gemero pep hini ac’hanoc’h un oan dre bep tiegezh tadel, un oan dre bep tiegezh.

4  Mard eo re vihan an tiegezh evit un oan, ra vo e gemeret gant an amezeg nesañ d’e di, hervez an niver a dud; kontañ a reot evit an oan hervez ar pezh a c’hello pep hini debriñ.

5  Bez’ ho po un oan disi, ur par, ganet er bloaz. E gemer a reot a-douez an deñved pe a-douez ar givri.

6  Hag e virot anezhañ betek ar pevarzekvet deiz eus ar miz-mañ, hag holl vodadenn Israel dastumet en lazho etre an daou abardaez.

7  Hag e kemerint eus e wad, hag en lakaint war daou bost ha war c’hourin dor an tiez e-lec’h ma tebrint anezhañ.

8  En noz-se, e tebrint ar c’hig anezhañ rostet en tan; e zebriñ a raint gant bara hep goell ha gant louzoù c’hwerv.

9  Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.

10  Ne lezot mann ebet dioutañ betek ar beure, hag ar pezh a vano dioutañ a-benn ar beure a zevot en tan.

11  Setu amañ penaos e tebrot anezhañ: ho tivgroazell gourizet, ho potoù-lêr en ho treid hag ho pazh en ho torn, hag e tebrot anezhañ a-dizh. Pask an AOTROU eo.

12  En noz-se e tremenin dre vro Ejipt hag e skoin war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek an dud betek al loened, hag e rin barnadegoù war holl zoueoù an Ejipt. Me eo an AOTROU.

13  Ar gwad a vo evidoc’h un arouez war ho tiez e-lec’h ma viot. Me a welo ar gwad hag e tremenin dreist deoc’h, ha ne vo gwalenn a gastiz ebet en ho touez pa skoin war vro Ejipt.

14  An deiz-se a vo un eñvoradur evidoc’h, c’hwi en lido evel ur gouel d’an AOTROU a rummadoù da rummadoù. En lidot evel ur gourc’hemenn peurbadus.

15  E-pad seizh devezh e tebrot bara hep goell. Adalek an deiz kentañ e lamot ar goell eus ho tiez. Rak adalek an deiz kentañ betek ar seizhvet devezh, pep den a zebro bara goet a vo lamet eus Israel.

16  D’an deiz kentañ e vo ur c’hengalv santel. Bez’ ho po ivez unan er seizhvet devezh. Ne vo graet labour ebet en deizioù-se, fichet e vo hepken deoc’h ar pezh a zle pep den debriñ.

17  Mirout a reot eta gouel ar bara hep goell, rak en deiz-se end-eeun em eus tennet hoc’h armeoù eus bro Ejipt. Mirout a reot an deiz-se evel ur gourc’hemenn peurbadus a rummadoù da rummadoù.

18  D’ar miz kentañ, d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e tebrot bara hep goell betek an unanvet deiz warn-ugent eus ar miz, da noz.

19  E-pad seizh devezh, goell ebet n’en em gavo en ho tiez, rak pep den a zebro bara goet a vo lamet eus bodadenn Israel, pe e vefe un diavaeziad, pe unan bennak ganet er vro.

20  Ne zebrot ket bara goet. En hoc’h holl chomlec’hioù e tebrot bara hep goell.

21  Moizez a c’halvas eta holl henaourien Israel hag a lavaras: It ha kemerit ul loen evit ho tiegezhioù ha lazhit ar Pask.

22  Kemerit ur boked sikadez, soubit anezhañ er gwad a vo er girin, ha sparfit gourin ha daou bost an nor gant gwad eus ar girin. Ra n’aio hini ac’hanoc’h er-maez eus e di betek ar beure.

23  An AOTROU a dremeno evit skeiñ war an Ejipt hag a welo ar gwad war ar gourin ha war an daou bost; an AOTROU a dremeno dreist an nor ha ne lezo ket an distrujer da vont da skeiñ en ho tiez.

24  Mirout a reot kement-mañ evel ur gourc’hemenn peurbadus evidoc’h hag evit ho pugale.

25  Pa viot aet er vro a roio an AOTROU deoc’h evel m’en deus lavaret, c’hwi a viro al lid-mañ.

26  Ha pa lavaro ho mibien deoc’h: Petra eo al lid-mañ?

27  Neuze e respontot: Aberzh Pask an AOTROU eo, tremen a reas dreist tiez mibien Israel en Ejipt pa skoas war an Ejipt ha pa zieubas hon tiez. Neuze ar bobl a stouas hag a azeulas.

28  Mibien Israel a yeas hag a reas evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez ha da Aaron. Ober a rejont evel-se.

Gwalenn marv ar re gentañ-ganet

29  Hag e c’hoarvezas da hanternoz ma skoas an AOTROU war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, azezet war e dron, betek kentañ-ganet an hini dalc’het en toull-bac’h, hag holl re gentañ-ganet al loened.

30  Faraon a savas en noz, eñ, e holl servijerien hag an holl Ejipsianed. Hag e voe garmadennoù bras en Ejipt, rak ne oa ti ebet hep unan marv ennañ.

31  Gervel a reas eta Moizez hag Aaron, en noz, hag e lavaras: Savit, it kuit a-douez va fobl, c’hwi ha mibien Israel, it, servijit an AOTROU evel ma hoc’h eus lavaret;

32  kemerit ivez ho teñved hag hoc’h ejened evel ma hoc’h eus lavaret, it, ha bennigit ivez ac’hanon.

33  An Ejipsianed a vounte ar bobl da vont kuit buan eus ar vro, rak lavarout a raent: Emaomp holl da vont da vervel.

34  Ar bobl a gemeras eta an toaz a-raok ma voe goet, gant o nevioù-toaz paket en o dilhad war o skoazioù.

35  Mibien Israel a reas hervez gerioù Moizez hag a c’houlennas digant an Ejipsianed traoù arc’hant hag aour ha dilhad.

36  An AOTROU a roas d’ar bobl da gavout trugarez dirak daoulagad an Ejipsianed. Ar re-se a asantas. Hag e tibourc’hjont an Ejipt.

Ermaeziadeg eus bro Ejipt

37  Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez evit Sukkod (= lochoù). Bez’ e oant war-dro c’hwec’h kant mil den war droad hep kontañ ar vugale vihan.

38  Un niver bras a ziavaezidi a bignas ivez ganto, kenkoulz ha deñved, ejened ha loened niverus.

39  Hag e poazhjont an toaz o doa degaset eus an Ejipt da ober gwestell hep goell, rak ne oa ket goet, peogwir e oant bet kaset kuit eus an Ejipt hep dale ha n’o doa ket kemeret pourvezioù ganto.

40  Mibien Israel a voe o chom en Ejipt e-pad pevar c’hant ha tregont vloaz.

41  Hag a-benn pevar c’hant ha tregont vloaz, deiz evit deiz, c’hoarvezout a reas penaos holl armeoù an AOTROU a yeas kuit eus bro Ejipt.

42  Un nozvezh eo a zleer lidañ evel ur gouel en enor d’an AOTROU, evit bezañ o zennet eus bro Ejipt. An noz-se a zle bezañ lidet evel ur gouel en enor d’an AOTROU gant mibien Israel a rummadoù da rummadoù.

Kemennadurioù evit ar Pask

43  An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Setu urzhiadur ar Pask: Diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.

44  Diwar-benn pep sklav, den prenet gant arc’hant, te a amdroc’ho anezhañ, ha neuze e tebro dioutañ.

45  Un diavaeziad hag ur goprad ne zebrint ket dioutañ.

46  Debret e vo en un ti hepken, ne gasot ket kig er-maez eus an ti ha ne vo torret askorn ebet dezhañ.

47  Holl vodadenn Israel a raio ar Pask.

48  Pa chomo un diavaeziad ez ti hag a fello dezhañ ober Pask an AOTROU, ra vo amdroc’het pep paotr eus e di; ha neuze e tostaio evit en aozañ hag e vo evel an henvroad, met diamdroc’h ebet ne zebro dioutañ.

49  Bez’ e vo an hevelep lezenn evit an henvroad hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez.

50  Holl vibien Israel a reas evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez ha da Aaron. Ober a rejont evel-se.

51  C’hoarvezout a reas eta an deiz end-eeun, ma tennas an AOTROU mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.

 

Pennad 13

Gouestladur ar re gentañ-ganet d’an AOTROU

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.

3  Moizez a lavaras d’ar bobl: Ho pet soñj eus an deiz-se, ma’z oc’h aet kuit eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, rak an AOTROU en deus ho tennet ac’hane gant un dorn kreñv. Ra ne vo ket debret bara goet.

4  Mont a rit kuit hiziv e miz Abib (= an tañvouez).

5  P’en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, an Hevianed hag ar Jebuziz, en deus touet da’z tadoù reiñ dit, ur vro a zever gant laezh ha mel, neuze e lidi ar servij-mañ er miz-mañ.

6  E-pad seizh devezh e tebri bara hep goell, ha d’ar seizhvet deiz e vo ur gouel d’an AOTROU.

7  Bara hep goell a vo debret e-pad seizh devezh; ne vo ket gwelet bara goet ganit, na gwelet goell e-touez ac’hanout e-barzh da holl zouar.

8  Hag e tisplegi da’z mab kement-se en deiz-se o lavarout: Abalamour d’ar pezh a reas an AOTROU evidon eo, pa’z on aet kuit eus an Ejipt.

9  Kement-se a vo dit evel un arouez war da zorn hag evel un eñvor etre da zaoulagad, evit ma vo lezenn an AOTROU ez kenoù, rak an AOTROU en deus da dennet gant un dorn kreñv eus an Ejipt.

10  Te a viro an urzhiadur-se en e amzer, a vloaz da vloaz.

11  P’en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, evel m’en deus touet dit ha da’z tadoù, ha m’en devo he roet dit,

12  santelaat a ri evit an AOTROU kement a zigor ar mammog ar c’hentañ, hag holl re gentañ-ganet al loened az po, ar pared a vo d’an AOTROU.

13  Dasprenañ a ri gant un oan pep kentañ-ganet eus an azen, ha ma ne zasprenez ket anezhañ, e torri dezhañ ar gouzoug. Dasprenañ a ri ivez pep kentañ-ganet eus an dud e-touez da vibien.

14  Pa c’houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;

15  hag e c’hoarvezas penaos pa ne felle ket da Faraon hol lezel da vont kuit, ma lazhas an AOTROU pep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet an den betek kentañ-ganet al loened; setu perak ec’h aberzhan d’an AOTROU an holl bared a zigor ar mammog ar c’hentañ hag e tasprenan pep kentañ-ganet eus va mibien.

16  Kement-se a vo evel un arouez war da zorn hag un talgen etre da zaoulagad. Rak an AOTROU en deus tennet ac’hanomp gant un dorn kreñv eus an Ejipt.

Treizh ar Mor Ruz

17  Pa lezas Faraon ar bobl da vont kuit, Doue n’o renas ket dre hent bro ar Filistined, daoust ma oa tostoc’h, rak Doue a lavaras: Arabat eo n’he defe keuz ar bobl pa welo ar brezel ha na zistrofe en Ejipt.

18  Met Doue a lakaas ar bobl d’ober un dro dre hent ar gouelec’h, etrezek ar Mor Ruz. Mibien Israel a bignas armet-mat eus an Ejipt.

19  Moizez a gemeras gantañ eskern Jozef, rak Jozef en doa lakaet mibien Israel da douiñ a-dra-sur o lavarout: Doue ho kweladenno e gwirionez ha c’hwi a gaso va eskern ac’hann ganeoc’h.

20  Mont a rejont kuit eus Sukkod hag e kampjont en Etam, e penn ar gouelec’h.

21  An AOTROU a yae dirazo, e-pad an deiz en ur golonenn a goabrenn evit o ren dre an hent, hag e-pad an noz en ur golonenn a dan evit o sklaeriañ, dezho da gerzhout noz-deiz.

22  Ar golonenn a goabrenn ne dec’he ket a-zirak ar bobl e-pad an deiz, nag ar golonenn a dan e-pad an noz.

 

Pennad 14

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel, ma tistroint ha ma kampint dirak Pihahirod, etre Migdol (= tour) hag ar mor, dirak Baal-Zefon (= aotrou an norzh). Kampiñ a reot dirak al lec’h-se e-kichen ar mor.

3  Faraon a lavaro eus mibien Israel: En em gollet int er vro, ar gouelec’h en deus o lonket.

4  Hag e kaletain kalon Faraon hag ez aio war o lerc’h, met me a vo enoret war-bouez Faraon ha war-bouez e holl armead; an Ejipsianed a anavezo ez on-me an AOTROU. Hag e rejont evel-se.

5  Lavaret e voe da roue an Ejipt penaos e oa tec’het ar bobl kuit. Kalon Faraon hag hini e servijerien a cheñchas e-keñver ar bobl, hag e lavarjont: Petra hon eus graet pa hon eus lezet Israel da vont kuit, en doare na servijo ken ac’hanomp?

6  Neuze e stagas e garr hag e kemeras e bobl gantañ.

7  Kemer a reas c’hwec’h kant karr dibabet hag holl girri an Ejipt, ha penngadourien war bep hini anezho.

8  An AOTROU a galetaas kalon Faraon, roue an Ejipt, hag ez eas war-lerc’h mibien Israel. Mibien Israel a voe aet kuit gant an dorn uhel.

9  An Ejipsianed a yeas war o lerc’h, hag holl gezeg ha kirri Faraon, e varc’hegerien hag e armead o zapas evel ma voent o kampiñ e-kichen ar mor, e-kichen Pihahirod dirak Baal-Zefon.

10  Evel ma tostae Faraon, mibien Israel a savas o daoulagad ha setu, an Ejipsianed a gerzhe war o lerc’h. Neuze mibien Israel o doe aon meurbet, hag e krijont war-zu an AOTROU.

11  Hag e lavarjont da Voizez: Ha ne oa ket bezioù en Ejipt, ma ec’h eus degaset ac’hanomp da vervel er gouelec’h-mañ? Petra ac’h eus graet deomp d’hol lakaat da vont kuit eus an Ejipt?

12  Ha n’eo ket ar pezh a lavaremp dit en Ejipt: Lez ac’hanomp da servijañ an Ejipsianed, rak gwelloc’h eo deomp servijañ an Ejipsianed eget mervel er gouelec’h?

13  Moizez a lavaras d’ar bobl: N’ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc’h hiziv gant an AOTROU, rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.

14  An AOTROU a stourmo evidoc’h, ha c’hwi a chomo sioul.

15  An AOTROU a lavaras da Voizez: Perak e kriez din? Komz da vibien Israel ha ra gerzhint war-raok.

16  Te, sav da wialenn, astenn da zorn war ar mor ha faout anezhañ, hag e yelo mibien Israel e-kreiz ar mor war ar sec’h.

17  Setu, mont a ran da galetaat kalon an Ejipsianed hag ez aint war ho lerc’h. Hag e vin enoret war-bouez Faraon hag e holl armead, war-bouez e girri hag e varc’hegerien.

18  An Ejipsianed a anavezo ez on-me an AOTROU, pa vin enoret war-bouez Faraon, war-bouez e girri ha war-bouez e varc’hegerien.

19  Hag en em dennas ael Doue a yae dirak kamp Israel, mont a reas a-dreñv dezho. Hag en em dennas ar golonenn a goabrenn a oa a-raok dezho, en em zalc’has a-dreñv dezho.

20  Dont a reas etre kamp an Ejipsianed ha kamp Israel. Hag e voe ur goabrenn deñval ouzh un tu, hag a roe gouloù en noz ouzh an tu all. Ne dostaas ket ur c’hamp ouzh egile e-pad an noz holl.

21  Moizez a astennas e zorn war ar mor, hag an AOTROU a zigoras ar mor e-pad an noz holl dre un avel vras eus ar sav-heol. Hag e lakaas ar mor da hesk hag an doureier en em faoutas.

22  Mibien Israel a yeas e-kreiz ar mor war ar sec’h, an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.

23  An Ejipsianed a gerzhas war o lerc’h, hag holl gezeg Faron, e girri hag e varc’hegerien a yeas war o lerc’h e-kreiz ar mor.

24  Met c’hoarvezout a reas, da veilhadenn ar mintin, penaos an AOTROU er golonenn a dan hag a goabrenn a sellas ouzh kamp an Ejipsianed hag a lakaas an dizurzh.

25  Hag e lamas rodoù o c’hirri a voe bleniet gant bec’h. Neuze an Ejipsianed a lavaras: Tec’homp dirak Israel rak an AOTROU a stourm evito a-enep an Ejipsianed.

26  An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn war ar mor, hag an doureier a zistroio war an Ejipsianed, war o c’hirri ha war o marc’hegerien.

27  Moizez a astennas eta e zorn war ar mor, hag ar mor a zistroas war-dro ar mintin d’e lec’h. An Ejipsianed a dec’has dirazañ, hag an AOTROU a daolas an Ejipsianed e-kreiz ar mor.

28  An doureier a zistroas eta hag a c’holoas kirri ha marc’hegerien holl armead Faraon a oa aet war-lerc’h an Israeliz er mor. Ne vanas hini anezho.

29  Met mibien Israel a gerzhas e-kreiz ar mor war ar sec’h, hag an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.

30  En deiz-se e tieubas an AOTROU Israel eus dorn an Ejipsianed; Israel a welas an Ejipsianed marv war aodoù ar mor.

31  Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU, hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.

 

Pennad 15

Kantik Moizez hag Israel

1  Neuze Moizez ha mibien Israel a ganas ar ganaouenn-mañ d’an AOTROU hag a lavarjont: Kanañ a rin d’an AOTROU, rak uhel bras eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc’h hag ar varc’hegerien.

2  An AOTROU eo va nerzh ha va meuleudi. Bet eo va dieuber. Va Doue eo, e veuliñ a rin. Doue va zad eo, e ganmeuliñ a rin.

3  An AOTROU a zo ur brezelour. E anv eo an AOTROU.

4  Taolet en deus er mor kirri Faraon hag e armead. Re zibabet e vrezelourien a zo bet beuzet er Mor Ruz.

5  An donderioù o deus o goloet, diskennet int e foñs an doureier evel ur maen.

6  Da du dehou, o AOTROU, a zo klodus e nerzh. Da du dehou, o AOTROU, a flastr an enebour.

7  Dre vraster da veurdez e tiskarez da enebourien. Kas a rez da gounnar, ez int pulluc’het evel plouz.

8  D’ar c’hwezh eus da zivfron an doureier a zo en em verniet, ar c’hoummadoù a zo chomet evel un harz, an donderioù o deus skornet e-kreiz ar mor.

9  An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c’hleze, va dorn o distrujo.

10  C’hwezhet ec’h eus gant da anal, ar mor en deus o goloet. Ruilhet o deus evel plom e foñs an doureier galloudus.

11  Piv a zo eveldout e-touez an doueoù, o AOTROU? Piv a zo eveldout meurdezus e santelezh, din a veuleudioù, oc’h ober burzhudoù?

12  Astennet ec’h eus da du dehou, an douar en deus o lonket.

13  Renet ec’h eus dre da drugarez ar bobl-mañ ac’h eus dasprenet. He bleinet ec’h eus gant da nerzh.

14  Ar pobloù a glev hag a gren. Ar spont a grog en tud eus bro Filistined.

15  Neuze priñsed Edom a zo trubuilhet. Ur grenadenn a zo kroget en re c’halloudus Moab. Holl dud Kanaan a zizesper.

16  An aon hag ar spont a gouezho warno. Dre vraster da vrec’h e teuint mut evel ur maen, betek ma vo tremenet da bobl, o AOTROU, betek ma vo tremenet ar bobl ac’h eus prenet.

17  Te a gaso hag a blanto anezho war venez da hêrezh, el lec’h ma ec’h eus kempennet da chomadur, o AOTROU, er santual, Aotrou, o deus diazezet da zaouarn.

18  An AOTROU a reno atav ha da viken.

19  Rak kezeg Faron, e girri hag e varc’hegerien a zo aet er mor, hag an AOTROU en deus lakaet doureier ar mor da zistreiñ warno. Met mibien Israel o deus kerzhet e-kreiz ar mor war ar sec’h.

20  Mari ar brofedez, c’hoar Aaron, a gemeras en he dorn un taboulinig, hag an holl verc’hed a yeas war he lerc’h gant taboulinigoù hag o tañsal.

21  Mari a responte dezho: Kanit d’an AOTROU rak uhel-meurbet eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc’h hag e varc’heger.

Doureier Mara

22  Neuze Moizez a gasas Israel kuit eus ar Mor Ruz, hag ez ejont war-zu gouelec’h Shur. Hag e kerzhjont tri devezh er gouelec’h, ha ne gavjont ket dour.

23  Dont a rejont da Vara (= c’hwervder), met ne c’helljont ket evañ doureier Mara rak c’hwerv e oant. Setu perak al lec’h-se a voe galvet Mara.

24  Ar bobl a c’hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Petra a evimp?

25  Hag e krias d’an AOTROU, hag an AOTROU a ziskouezas dezhañ ur c’hoad. En taolas en doureier hag an doureier a zeuas dous. Eno eo e roas dezho reolennoù ha lezennoù, hag eno eo ec’h amprouas anezho.

26  Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d’e c’hourc’hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c’hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac’ha ac’hanout.

27  Neuze e teujont da Elim, e-lec’h ma oa daouzek mammenn-dour ha dek ha tri-ugent palmezenn, hag e kampjont eno e-kichen an dour.

 

Pennad 16

Ar c’hoailhed hag ar mann

1  Holl vodadenn mibien Israel, o vezañ aet kuit eus Elim, a zeuas da c’houelec’h Sin, a zo etre Elim ha Sinai, d’ar pemzekvet deiz eus an eil miz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt.

2  Holl vodadenn mibien Israel a c’hrozmolas er gouelec’h-se a-enep Moizez hag a-enep Aaron.

3  Mibien Israel a lavaras: Perak n’omp ket bet marvet dre zorn an AOTROU e bro Ejipt, pa oamp azezet e-kichen podadoù kig, pa zebremp bara hor gwalc’h? Rak hon degaset hoc’h eus er gouelec’h-mañ evit lakaat da vervel an holl vodadenn-mañ gant an naon.

4  Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez an da lakaat bara da gouezhañ eus an neñv; ar bobl a zeuio er-maez hag e tastumint bemdez ar pezh a zo ret evit un devezh, hag ec’h amprouin hag-eñ e kerzhint em lezenn pe nann.

5  Met d’ar c’hwec’hvet deiz, e fichint ar pezh o devo degaset hag e vo an daougementad eus ar pezh a zastumint bep devezh.

6  Moizez hag Aaron eta a lavaras da holl vibien Israel: Fenoz e ouiot ez eo an AOTROU en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt,

7  ha da veure e welot gloar an AOTROU, peogwir en deus klevet ho krozmoloù a-enep an AOTROU. Petra omp-ni, ma c’hrozmolit a-enep deomp?

8  Moizez a lavaras: Pa roio an AOTROU deoc’h fenoz kig da zebriñ ha da veure bara ho kwalc’h, eo en deus klevet an AOTROU ar grozmoloù hoc’h eus graet a-enep dezhañ. Rak petra omp-ni? Ho krozmoloù n’emaint ket a-enep deomp, met a-enep an AOTROU.

9  Moizez a lavaras da Aaron: Lavar da holl vodadenn mibien Israel: Tostait dirak an AOTROU, rak klevet en deus ho krozmoloù.

10  Evel ma komze Aaron da holl vodadenn mibien Israel, e tistrojont etrezek ar gouelec’h, ha setu, gloar an AOTROU en em ziskouezas er goabrenn.

11  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

12  Klevet em eus grozmoloù mibien Israel. Komz outo ha lavar: Etre an daou abardaez e tebrot kig ha da veure e viot gwalc’het a vara, hag e ouiot penaos on an AOTROU ho Toue.

13  D’abardaez koailhed a savas hag a c’holoas ar c’hamp, ha da veure e voe ur gwisk glizhenn en-dro d’ar c’hamp.

14  Ar gwisk glizhenn a vihanaas ha setu, e oa war-c’horre ar gouelec’h un dra vihan, perlezet, bihan evel ar rev gwenn war an douar.

15  Mibien Israel a welas, hag e lavarjont an eil d’egile: Petra eo? Rak ne ouient ket petra e oa. Ha Moizez a lavaras: Ar bara eo a ro an AOTROU deoc’h da zebriñ.

16  Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU: Dastumit dioutañ pep hini ar c’hementad ha ma c’hello debriñ, un omer (~ 3 l) dre benn, hervez an niver eus ho tud. Pep hini ac’hanoc’h a gemero evit ar re a zo en e deltenn.

17  Mibien Israel a reas eta evel-se hag e tastumjont dioutañ unan muioc’h hag unan all nebeutoc’h.

18  Muzuliet e veze gant an omer. An hini en doa dastumet kalz n’en doa ket re, hag an hini en doa dastumet nebeut ne vanke ket dezhañ. Dastum a raent pep hini hervez ar pezh a zebre.

19  Moizez a lavaras: Ra ne lezo den tamm dioutañ betek ar beure.

20  Ha ne sentjont ket ouzh Moizez, hiniennoù a lezas betek ar beure, hag e teuas preñved enno ha c’hwezh-fall ganto. Moizez a yeas droug ennañ a-enep dezho.

21  Dastum a rejont eta bep beure pep hini hervez ma tebre, ha pa oa tomm an heol, e teuze.

22  D’ar c’hwec’hvet deiz, e tastumjont bara en daougementad, daou omer (~ 6 l) evit pep hini. Holl renerien ar vodadenn a zeuas d’e lavarout da Voizez.

23  Hag eñ a respontas: Kement-se eo en deus lavaret an AOTROU: Warc’hoazh emañ diskuizh ar sabad santelaet evit an AOTROU. Lakait da boazhañ ar pezh hoc’h eus da lakaat da boazhañ, lakait da virviñ ar pezh hoc’h eus da lakaat da virviñ, ha dastumit an nemorant evit e virout betek ar beure.

24  E lezel a rejont betek ar beure evel m’en doa gourc’hemennet Moizez, ha ne voe ket a c’hwezh-fall gantañ ha ne voe ket preñved ennañ.

25  Moizez a lavaras: Debrit anezhañ hiziv, rak hiziv eo sabad an AOTROU, ha ne gavot ket dioutañ er parkeier.

26  E-pad c’hwec’h devezh e tastumot anezhañ, met er seizhvet devezh, ar sabad, ne vo ket dioutañ.

27  Er seizhvet devezh, hiniennoù eus ar bobl a yeas evit dastum anezhañ met ne gavjont ket dioutañ.

28  Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegeit na fello ket deoc’h mirout va gourc’hemennoù ha va lezennoù?

29  Gwelit penaos an AOTROU en deus roet deoc’h ar sabad, setu perak e ro deoc’h er c’hwec’hvet devezh bara evit daou zevezh. Ra chomo pep hini ac’hanoc’h eta en e lec’h ha ra ned aio den er-maez eus e lec’h ar seizhvet devezh.

30  Ar bobl eta a ziskuizhas er seizhvet devezh.

31  Ti Israel a c’halvas kement-se mann. Bez’ e oa evel had koriandrez, gwenn, hag e doa ur blaz a vignez gant mel.

32  Moizez a lavaras: Setu ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU: Ra vo leuniet un omer (~ 3 l) dioutañ, da virout a rummadoù da rummadoù, ma welint ar bara am eus graet deoc’h debriñ er gouelec’h, pa em eus ho tennet eus bro Ejipt.

33  Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ur pod, laka ennañ un omer leun a vann, ha laka anezhañ dirak an AOTROU da vezañ miret a rummadoù da rummadoù.

34  Evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez, Aaron en lakaas dirak an Testeni evit ma vije miret.

35  Mibien Israel a zebras ar mann e-pad daou-ugent vloaz, betek ma voent deuet da ur vro a c’helled chom enni. Debriñ a rejont ar mann betek ma voent deuet da harzoù bro Ganaan.

36  An omer (~ 3 l) a zo an dekvedenn eus an efa (~ 30 l).

 

Pennad 17

Dour ar roc’h e Refidim; Masa ha Meriba

1  Holl vodaden mibien Israel a yeas kuit eus gouelec’h Sin, oc’h heuliañ o beaj hervez gourc’hemenn an AOTROU. Hag e kampjont e Refidim (= lec’h an diskuizh), ha ne oa ket eno dour da evañ evit ar bobl.

2  Ar bobl a glaskas tabut gant Moizez. Lavarout a rejont: Ro deomp dour evit ma evimp. Moizez a lavaras: Perak e klaskit tabut ganin? Perak e temptit an AOTROU?

3  Ar bobl he doe sec’hed el lec’h-se dre vank dour hag a c’hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Perak ec’h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit hol lakaat da vervel gant ar sec’hed, me ha va mibien ha va loened?

4  Moizez a grias d’an AOTROU o lavarout: Petra a rin d’ar bobl-mañ? A-barzh nemeur e veinataint ac’hanon.

5  An AOTROU a lavaras da Voizez: Tremen dirak ar bobl ha kemer ganit henaourien Israel. Kemer ivez ez torn ar wialenn az poa skoet ganti war ar stêr, ha kerzh.

6  Setu, en em zalc’hin eno dirazout war ar roc’h en Horeb, te a skoio war ar roc’h, hag e teuio dour er-maez, hag ar bobl a evo. Moizez eta a reas evel-se dirak henaourien Israel.

7  Hag e voe anvet al lec’h-se Masa (= temptadur) ha Meriba (= enebiezh), dre m’o doa tabutet mibien Israel ha temptet an AOTROU o lavarout: An AOTROU, ha bez’ emañ en hon touez pe n’emañ ket?

Trec’h war Amalek

8  Amalek a zeuas hag a reas brezel da Israel e Refidim.

9  Moizez a lavaras da Jozue: Dibab deomp gwazed, kae er-maez ha stourm a-enep Amalek. Warc’hoazh en em zalc’hin war-lein ar grec’hienn gant gwialenn Doue em dorn.

10  Jozue a reas evel m’en doa lavaret Moizez dezhañ evit stourm a-enep Amalek. Moizez, Aaron hag Hur a bignas war-lein ar grec’hienn.

11  Hag e c’hoarveze, pa save Moizez e zorn Israel a veze ar c’hreñvañ, met pa leze da ziskuizhañ e zorn Amalek a veze ar c’hreñvañ.

12  Daouarn Moizez o vezañ deuet da vezañ pounner, e kemerjont ur maen a lakajont dindanañ, hag ec’h azezas warnañ. Aaron hag Hur a zalc’has e zaouarn, unan en un tu hag egile en tu all, hag e zaouarn a voe start betek kuzh-heol.

13  Ha Jozue a faezhas Amalek hag e bobl dre droc’h ar c’hleze.

14  An AOTROU a lavaras da Voizez: Skriv kement-mañ evit eñvor el levr, ha ro da anavezout da Jozue penaos e lamin holl eñvor Amalek a-zindan an neñvoù.

15  Moizez a savas un aoter hag en anvas Jehova-Nisi (= an AOTROU va banniel).

16  Hag e lavaras: Abalamour ma’z eo bet savet un dorn war dron an AOTROU, an AOTROU en devo brezel a-enep Amalek a rumm da rumm.

 

Pennad 18

Jetro a zeu da gavout Moizez

1  Jetro, aberzhour Madian ha tad-kaer Moizez, a anavezas kement en doa graet Doue da Voizez ha da Israel e bobl, ha penaos en doa tennet an AOTROU Israel eus an Ejipt.

2  Jetro tad-kaer Moizez a gemeras Sefora, gwreg Moizez a oa bet kaset en-dro,

3  hag e daou vab, a oa anv unan Gershom (= diavaeziad eno) rak en doa lavaret: Emaon o chom en ur vro estren,

4  hag egile Eliezer (= Doue a sikour) rak Doue va zad en deus va sikouret ha va dieubet a gleze Faraon.

5  Jetro tad-kaer Moizez a zeuas da gavout Moizez gant e vugale hag e wreg er gouelec’h ma kampe e-barzh, tost da venez Doue.

6  Lavarout a reas da Voizez: Me Jetro da dad-kaer, a zeu da’z kavout gant da wreg ha da zaou vab ganti.

7  Moizez a yeas a-raok d’e dad-kaer, a stouas hag a bokas dezhañ. Hag e c’houlennjont en eil digant madober egile, hag ez ejont en deltenn.

8  Moizez a gontas d’e dad-kaer kement en doa graet an AOTROU da Faraon ha d’an Ejipsianed e-keñver Israel, an holl boanioù a oa deuet warno en hent ha penaos en doa o dieubet an AOTROU.

9  Jetro a laouenaas eus an holl vad en doa graet an AOTROU da Israel, eus m’en doa e zieubet eus daouarn an Ejipsianed.

10  Jetro a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus dieubet ac’hanoc’h eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn Faraon, en deus dieubet ar bobl eus galloud an Ejipsianed.

11  Bremañ ec’h anavezan ez eo an AOTROU brasoc’h eget an holl zoueoù, rak pa’z int bet en em savet gant balc’hder, en deus trec’het warno.

12  Jetro tad-kaer Moizez a gemeras ul loskaberzh hag aberzhoù evit o c’hinnig da Zoue. Aaron hag holl henaourien Israel a zeuas da zebriñ ar bara gant tad-kaer Moizez, dirak Doue.

13  An deiz war-lerc’h e c’hoarvezas ma azezas Moizez evit barn ar bobl, hag ar bobl en em zalc’has dirak Moizez adalek ar beure betek an noz.

14  Tad-kaer Moizez, o welout kement a rae evit ar bobl, a lavaras: Petra a rez e-keñver ar bobl-se? Perak ec’h azezez da-unan, ha ma en em zalc’h an holl bobl dirazout adalek ar beure betek an noz?

15  Moizez a respontas d’e dad-kaer: Ar bobl eo a zeu da’m c’havout evit goulenn kuzul digant Doue.

16  P’o deus un dra bennak, e teuont da’m c’havout. Me a varn etre an eil hag egile, hag e roan da anavezout reolennoù Doue hag e lezennoù.

17  Tad-kaer Moizez a lavaras: Ar pezh a rez n’eo ket mat.

18  A-dra-sur kouezhañ a ri hag ar bobl-mañ ganit, rak kement-se a zo re bounner evidout, ne c’helli ket henn ober te da-unan.

19  Bremañ selaou ouzh va mouezh: Me a alio ac’hanout, ha ra vo Doue ganit! Bez evit ar bobl dirak Doue ha kinnig an traoù da Zoue.

20  Kelenn anezho er reolennoù hag el lezennoù, ha ro da anavezout dezho an hent a zleont kerzhout warnañ hag ar pezh a zleont ober.

21  Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.

22  Ra varnint ar bobl e pep amzer. Mar bez traoù bras, ra o disklêrint dit, met ra varnint o-unan an holl draoù bihan. Skañva da vec’h ha ra en dougint ganit.

23  Ma rez kement-se ha ma ren Doue warnout, e c’helli derc’hel hag ar bobl-mañ en em gavo e peoc’h en e lec’h.

24  Moizez a sentas ouzh e dad-kaer hag a reas kement en doa lavaret.

25  Moizez a zibabas a-douez holl Israel tud barrek hag o lakaas renerien war ar bobl, renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.

26  Barn a raent ar bobl e pep amzer, o tisklêriañ da Voizez an traoù diaes hag o varn o-unan an holl draoù bihan.

27  Neuze Moizez a lezas e dad-kaer da vont kuit. Mont a reas d’e vro.

 

Pennad 19

Moizez a bign davet Doue war ar menez (Menez Sinai)

1  D’an trede miz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, e teujont en deiz-se da c’houelec’h Sinai.

2  O vezañ aet kuit eus Refidim, e teujont da c’houelec’h Sinai hag e kampjont er gouelec’h. Israel a gampas eno dirak ar menez.

3  Moizez a bignas da gavout Doue, hag an AOTROU a c’halvas anezhañ eus ar menez o lavarout: Komz a ri evel-henn da di Jakob, hag e tisklêri kement-mañ da vibien Israel:

4  Gwelet hoc’h eus ar pezh am eus graet d’an Ejipt, ha penaos em eus ho touget war eskell erer ha lakaet da zont da’m c’havout.

5  Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c’hwi a vo va c’haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.

6  C’hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar gerioù a lavari da vibien Israel.

7  Moizez a zeuas hag a c’halvas henaourien ar bobl, hag e lakaas dirazo an holl c’herioù en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ.

8  An holl bobl a-unvan a respontas hag a lavaras: Kement en deus lavaret an AOTROU a raimp. Moizez a zezrevellas komzoù ar bobl d’an AOTROU.

9  An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez in da’z kavout e tevder ar goabrenn, evit ma klevo ar bobl pa gomzin ouzhit ha ma kredint ac’hanout ivez da viken. Moizez a lavaras komzoù ar bobl d’an AOTROU.

10  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout ar bobl, santela anezho hiziv ha warc’hoazh, ra walc’hint o dilhad.

11  Ra vint prest evit an trede deiz, rak d’an trede deiz an AOTROU a ziskenno dirak daoulagad an holl bobl war Venez Sinai.

12  Te a lakaio harzoù d’ar bobl en-dro holl hag e lavari: Diwallit da bignat war ar menez ha da stekiñ ouzh e gostez. Piv bennak a stoko ar menez a vo kastizet a varv,

13  ne vo ket lakaet an daouarn warnañ met meinataet e vo, pe toullet gant biroù, loen pe den, ne vevo ket. Pa sono ar c’horn, e teuint d’ar menez.

14  Moizez a ziskennas eus ar menez da gavout ar bobl. Santelaat a reas ar bobl hag e walc’hjont o dilhad.

15  Hag e lavaras d’ar bobl: Bezit prest a-benn tri deiz, na dostait ket ouzh gwreg ebet.

16  D’an trede deiz, diouzh ar beure, e voe kurunoù, luc’hed, ur goabrenn dev war ar menez, ha son ur shofar (= trompilh e korn maout) tregernus. An holl bobl a oa er c’hamp a grenas.

17  Moizez a lakaas ar bobl da vont kuit eus ar c’hamp a-ziarbenn da Zoue, hag e chomjont en o sav e traoñ ar menez.

18  Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.

19  Son ar shofar a yae en ur greskiñ muioc’h-mui. Moizez a gomze ha Doue a responte dezhañ dre ur vouezh.

20  An AOTROU a ziskennas eta war Venez Sinai, war-lein ar menez, hag an AOTROU a c’halvas Moizez war-lein ar menez. Moizez a bignas.

21  An AOTROU a lavaras da Voizez: Diskenn, difenn ouzh ar bobl da zont a-daol etrezek an AOTROU evit gwelout, gant aon na vefe kollet ul lod bras anezho.

22  An aberzhourien a dosta ouzh an AOTROU, ra en em santelaint ivez gant aon na skofe an AOTROU anezho.

23  Moizez a lavaras d’an AOTROU: Ar bobl ne c’hell ket pignat war-zu Menez Sinai, rak gourc’hemennet ec’h eus deomp o lavarout: Laka harzoù en-dro d’ar menez ha santela anezhañ.

24  An AOTROU a lavaras: Kae, diskenn. Goude e pigni, te hag Aaron ganit, met an aberzhourien hag ar bobl ne bignint ket war-zu an AOTROU gant aon na skofe anezho.

25  Moizez a ziskennas da gavout ar bobl hag a lavaras kement-se dezho.

 

Pennad 20

An dek gourc’hemenn

1  Neuze Doue a zisklêrias an holl c’herioù-mañ o lavarout:

2  Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac’hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

3  Ne’z po ket doueoù all dirazon.

4  Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d’an nec’h en neñvoù, a zo d’an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;

5  ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac’hanon,

6  hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d’ar re a gar ac’hanon hag a vir va gourc’hemennoù.

7  Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc’ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.

8  Az pez soñj eus deiz ar sabad evit e santelaat;

9  labourat a ri c’hwec’h devezh hag e ri da holl oberoù,

10  met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc’h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù,

11  rak an AOTROU en deus graet e c’hwec’h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag a ziskuizhas d’ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet.

12  Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.

13  Ne vuntri ket.

14  Ne ri ket a avoultriezh.

15  Ne laeri ket.

16  Ne lavari ket a falstesteni a-enep da nesañ.

17  Ne c’hoantai ket ti da nesañ, ne c’hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da’z nesañ.

18  An holl bobl a gleve hag a wele ar c’hurunoù, son ar shofar, al luc’hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc’he pell.

19  Hag e lavarjont da Voizez: Komz ouzhimp te da-unan, ha ni a selaouo, met ra ne gomzo ket Doue ouzhimp gant aon na varvimp.

20  Moizez a lavaras d’ar bobl: N’ho pet ket aon, rak Doue a zo deuet evit amprouiñ ac’hanoc’h hag evit ma vo e zoujañs dirazoc’h, en doare na bec’hot ket.

21  Ar bobl en em zalc’he pell; Moizez a dostaas ouzh ar goabrenn ma oa Doue enni.

22  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kement-se a lavari da vibien Israel: Gwelet hoc’h eus em eus komzet ouzhoc’h eus an neñvoù.

23  Ne reot ket em c’hichen doueoù arc’hant, ne reot ket deoc’h doueoù aour.

24  Ober a ri din un aoter douar, hag ec’h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc’h, da zeñved ha da ejened. E pep lec’h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da’z kavout hag a vennigo ac’hanout.

25  Mar rez din un aoter vein, ne impliji ket mein kizellet, rak ma savfes da houarn warno, o disakrfes.

26  Ne bigni ket da’m aoter gant derezioù, evit ma ne vo ket dizoloet da noazhded.

 

Pennad 21

Lezennoù diwar-benn ar sklaved

1  Setu al lezennoù a ginnigi dezho.

2  Mar prenez ur sklav hebreat, e servijo ac’hanout c’hwec’h vloaz, met d’ar seizhvet ez aio kuit frank hep reiñ netra.

3  Mard eo deuet e-unan-penn, ez aio kuit e-unan-penn. Mar en doa ur wreg, e wreg a yelo kuit gantañ.

4  Mar en deus roet e vestr dezhañ ur wreg ha mar he deus ganet dezhañ mibien ha merc’hed, ar wreg hag ar vugale a vo d’ar mestr, hag eñ a yelo kuit e-unan-penn.

5  Mar lavar ar sklav: Karout a ran va mestr, va gwreg ha va bugale, ne fell ket din mont kuit frank,

6  neuze e tegaso e vestr anezhañ dirak Doue, en lakaio da dostaat ouzh an nor pe ouzh ar post, hag e vestr a doullo e skouarn dezhañ gant ur minaoued. Servijañ a raio anezhañ da viken.

7  Mar gwerzh unan bennak e verc’h evit bezañ sklavez, ned aio ket kuit evel ma’z a ar sklaved.

8  Mar displij d’ar mestr en doa he c’hemeret evitañ, e raio he dasprenañ. N’en devo ket ar galloud d’he gwerzhañ da ziavaezidi goude bezañ bet disleal ganti.

9  Mar tonk anezhi d’e vab, e raio eviti hervez droed ar merc’hed.

10  Mar kemer unan all, ne lamo netra digant an hini gentañ eus ar boued, eus an dilhad, nag eus an droed-pried.

11  Ha ma ne ra ket eviti an tri zra-se, e yelo houmañ kuit evit netra, hep arc’hant.

Muntroù ha goulioù

12  An hini a skoio un den d’ar marv a vo kastizet a varv.

13  Ma n’en deus ket stignet pechoù dezhañ, met en deus e lakaet Doue dindan e zorn, me a lakaio dit ul lec’h evitañ da gavout repu eno.

14  Met mard eo unan bennak en em savet a-enep e nesañ evit e lazhañ dre douellerezh, e tapi anezhañ, diouzh va aoter zoken, evit ma vo lakaet d’ar marv.

15  An hini a skoio e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.

16  An hini a laero un den hag en gwerzho, hag an hini a vo kavet hemañ etre e zaouarn, a vo lakaet d’ar marv.

17  An hini a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.

18  Mar tabut tud hag e sko unan war egile gant ur maen pe gant ar meilh-dorn, en doare na varv ket met ma vefe ret dezhañ en em lakaat en e wele,

19  mar sav hag e kerzh er-maez, harpet gant e vazh, an hini en devo skoet gantañ a vo didamall. Koulskoude e paeo e ehan-labour hag e raio e yac’haat holl.

20  Mar sko un den e vevel pe e vatezh gant ur vazh ha ma varv dindan e zorn, ne dremeno ket hep bezañ kastizet.

21 Met mar bev un deiz pe daou goude, ne vo ket kastizet, rak e arc’hant eo.

22  Mar tabut tud hag e stokont ouzh ur wreg dougerez en doare ma wilioud, hep m’en em gavfe gwalleur all, barnet e vint da baeañ an digoll divizet gant pried ar wreg, hag e roio kement-se dirak ar varnerien.

23  Met mar c’hoarvez gwalleur, e roi buhez evit buhez,

24  lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad,

25  poazhadur evit poazhadur, gouli evit gouli, bloñsadenn evit bloñsadenn.

26  Mar sko un den war lagad e vevel pe war lagad e vatezh ha mar koll anezhañ, o lezo da vont kuit frank evit o lagad.

27  Mar laka da gouezhañ un dant d’e vevel pe d’e vatezh, o lezo da vont kuit frank evit o dant.

28  Mar sko un ejen gant e gerniel ur gwaz pe ur wreg hag e varv a-se, an ejen a vo meinataet, ne vo ket debret e gig ha perc’henn an ejen a vo didamall.

29  Met mar en doa diagent an ejen ar c’hiz da vrochañ gant e gerniel, hag e oa bet kemennet ar perc’henn ha n’en doa ket diwallet outañ, mar lazh ur gwaz pe ur wreg, an ejen a vo meinataet hag e berc’henn a vo ivez lakaet d’ar marv.

30  Ma’z eo lakaet ur priz dezhañ evit en em brenañ, e roio evit dasprenañ e vuhez kement a vo goulennet dioutañ.

31  Mar broch an ejen gant e gerniel ur paotr pe ur plac’h, e vo barnet hervez an hevelep lezenn-se.

32  Mar broch an ejen gant e gerniel ur sklav pe ur sklavez, roet e vo tregont sikl arc’hant (~ 300 g a arc’hant) d’o mestr hag an ejen a vo meinataet.

33  Mar digor un den ur puñs pe mar kleuz un den ur puñs ha na c’holo ket anezhañ, hag e kouezh ennañ un ejen pe un azen,

34  perc’henn ar puñs a baeo se; reiñ a raio arc’hant d’o ferc’henn, met al loen marv a vo dezhañ.

35  Mar broch ejen un den ejen un den all ha mar marv a-se, e werzhint an ejen bev hag e taouhanterint an arc’hant etrezo, hag e taouhanterint ivez an hini marv.

36  Mard eo anavezet penaos diagent an ejen en doa ar c’hiz da vrochañ gant e gerniel ha n’en doa ket diwallet e vestr outañ, e taskoro ejen evit ejen met an hini marv a vo dezhañ.

 

Pennad 22

Difenn ar berc’hentiezh

1  Mar laer un den un ejen pe un oan ha mar lazh pe mar gwerzh anezhañ, e taskoro pemp ejen evit en ejen ha pevar oan evit an oan.

2  Mard eo kavet al laer o tispenn ha ma’z eo skoet d’ar marv, an hini en devo e skoet ne vo ket kablus a vuntrerezh,

3  mard oa savet an heol warnañ, kablus e vo a vuntrerezh. Al laer a zaskoro eta, ma n’en deus ket a beadra, e vo gwerzhet evit e laeroñsi.

4  Mard eo kavet bev en e zaouarn ar pezh a zo bet laeret, pe ejen, pe azen, pe oan, e taskoro an daougementad.

5  Mar gra unan bennak gwastoù en ur park pe en ur winieg ha ma laosk e loened da beuriñ e parkeier ar re all, e taskoro ar gwellañ tra eus e bark hag eus e winieg.

6  Mard eo lakaet an tan en draen ha ma teu ed en herdin, pe an eost, pe er park, da vezañ kuzumet, an hini en devo lakaet an tan a zaskoro kement holl a zo bet devet.

7  Mar ro un den da ziwall d’e nesañ arc’hant pe draoù ha ma’z int laeret en e di, mard eo al laer dizoloet, e taskoro an daougementad.

8  Ma n’eo ket kavet al laer, perc’henn an ti a vo degaset dirak Doue evit touiñ n’en deus ket lakaet e zorn war mad e nesañ.

9  E pep tra ma’z eo bet laeroñsi, evit un ejen, evit un azen, evit un oan, evit dilhad, evit pep tra kollet, hag a vo lavaret diwar e benn: Hennezh eo! abeg an daou du a zeuio dirak Doue. An hini a vo barnet gant Doue a zaskoro an daougementad d’e nesañ.

10  Mar ro un den da ziwall d’e nesañ un azen, pe un ejen, pe un oan, pe ul loen bennak, ha ma varv, pe ma en em dorr un ezel, pe ma’z eo kaset kuit hep bezañ gwelet gant den,

11  le an AOTROU a zeuio etre an daou, evit anavezout n’en deus ket lakaet e zorn war mad e nesañ. Perc’henn al loen a gemero al le, hag egile ne zaskoro ket.

12  Met mard eo bet laeret digantañ, e taskoro anezhañ d’e berc’henn.

13  Mard eo bet drailhet, e tegaso anezhañ evel prouenn. Ne zaskoro ket ar pezh a zo bet drailhet.

14  Mar amprest un den ul loen digant e nesañ ha ma en em dorr un ezel, pe ma varv, ha n’emañ ket e vestr gantañ, e taskoro an digoll.

15  Mard oa e vestr gantañ, ne zaskoro ket. Mard eo bet feurmet, priz an digoll a zeu eus ar gopr.

Alioù a bep seurt

16  Mar luban un den ur werc’hez ha n’eo ket prometet e dimeziñ, ha ma kousk ganti, e paeo an argouroù hag he c’hemero evit e wreg.

17  Ma ne fell ket d’he zad he reiñ dezhañ, e paeo dezhi en arc’hant argouroù ar gwerc’hezed.

18  Ne lezi ket da vevañ ar sorserez.

19  Piv bennak a gousko gant ul loen a vo lakaet d’ar marv.

20  An hini a aberzho da zoueoù all nemet d’an AOTROU hepken a vo lazhet.

21  Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n’en mac’hi ket, rak c’hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.

22  Ne c’hlac’hari ket an intañvez nag an emzivad.

23  Mar glac’harez anezho ha ma kriont din, a-dra-sur e klevin o c’hriadenn,

24  va fulor en em dano hag ho lazhin dre ar c’hleze, ho kwragez a vo intañvezed hag ho pugale emzivaded.

25  Mar prestez arc’hant da’m fobl, d’ar gwalleürus a zo ganit, ne raio ket gantañ evel ur c’hredour, ne lakai ket warnañ a gampi.

26  Mar kemerez e gouestl dilhad da nesañ, en roi en-dro dezhañ a-raok ma vo kuzhet an heol,

27  rak e ballenn nemetañ eo, e zilhad evit goleiñ e groc’hen. E petra e kousko? Mar erru da grial din, e klevin anezhañ rak trugarezus on.

28  Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl.

29  Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien.

30  Ober a ri an hevelep tra eus da oc’hen hag eus da zeñved. O c’hentañ-ganet a vi seizh devezh gant o mamm, d’an eizhvet deiz e roi anezhañ din.

31  C’hwi a vo tud santel din. Ne zebrot ket a gig drailhet er parkeier, e deurel a reot d’ar chas.

 

Pennad 23

Un emzalc’h dereat

1  Ne hadi ket a vrud faos. Ne bresti ket da zorn d’an den fall evit bezañ falstest.

2  Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n’en em zistroi ket evit mont war-lerc’h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.

3  Ne dui ket d’ar paour en e brosez.

4  Mar kavez ejen da enebour, pe e azen, kollet, ne vanki ket d’e zegas dezhañ.

5  Mar gwelez azen an hini a gasa ac’hanout bec’hiet dindan e samm, e tiwalli d’e zilezel; ret e vo dit e zivec’hiañ gantañ.

6  Ne ri ket gaou da wir ar paour a zo ez kreiz en e brosez.

7  Pellaat a ri eus pep komz gaouiat, ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den reizh, rak me ne reishain ket an den fall.

8  Ne zegemeri prof digant den, rak ar prof a ra dall ar re vuiañ sklêrijennet hag a goll gwirioù ar re reizh.

9  Ne vac’hi ket an diavaeziad; anavezout a rit hoc’h-unan kalon an diavaeziad, rak c’hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.

Ar sabad hag ar gouelioù bloaz

10  E-pad c’hwec’h vloaz e hadi an douar hag e tastumi ar frouezh anezhañ.

11  Met d’ar seizhvet e lakai anezhañ da ehanañ hag e lezi anezhañ da ziskuizhañ. Peorien da bobl a zebro e frouezh ha loened ar parkeier a zebro ar pezh a vano. Ober a ri an hevelep tra da’z kwinienn ha da’z olivezeg.

12  E-pad c’hwec’h devezh e ri da labour. Met d’ar seizhvet deiz e tiskuizhi, abalamour da’z ejen ha da’z azen da ziskuizhañ, ha ma kemero nerzh mab da vatezh hag an diavaeziad.

13  Lakaat a reot evezh ouzh kement am eus lavaret deoc’h. Ne venegot ket anvioù doueoù estren ha ne vint ket klevet eus ho kenoù.

14  Teir gwech ar bloaz e lidi ur gouel din.

15  Mirout a ri: – Gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc’hemennet dit en amzer miz Abib (= an tañvouezennoù), rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.

16  – Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. – Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.

17  Teir gwech ar bloaz da holl baotred en em ziskouezo dirak an AOTROU Doue.

18  Ne ginnigi ket gant bara goet gwad va aberzhoù, ha lard va gouel ne dremeno ket an noz betek ar mintin.

19  Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.

Ael Doue a gempenn hent aloubadeg bro Ganaan

20  Setu, e kasan un ael dirazout evit da ziwall en hent hag evit da lakaat el lec’h am eus kempennet.

21  Laka evezh ouzhit dirazañ ha selaou e vouezh. Na vez ket disentus outañ rak ne bardono ket ho pec’hed, emañ va anv ennañ.

22  Met mar selaouez gant evezh e vouezh ha mar rez kement a lavarin, me a vo enebour da enebourien ha gwasker da waskerien.

23  Rak va ael a gerzho dirazout hag a lakaio ac’hanout e bro an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hevianed hag ar Jebuziz, hag e kasin anezho da get.

24  Ne stoui ket dirak o doueoù ha ne serviji ket anezho, ne heuilhi ket o oberoù, met o distrujañ a ri holl hag e freuzi o delwennoù.

25  Servijañ a reot an AOTROU ho Toue, hag e vennigo da vara ha da zoureier hag e lamin ar c’hleñved eus da greiz.

26  Ne vo ket ez pro gwreg o tiforc’hañ na gaonac’h. Leuniañ a rin niver da zeizioù.

27  Me a gaso ar spouron dirazout hag e tisparfoeltrin pep pobl en em gavi en e di. Lakaat a rin da holl enebourien da dreiñ o c’hein a-raok dit.

28  Me a gaso gwesped dirazout hag e kasint kuit an Hevianed, ar Gananeiz hag an Hitited a-zirak da zremm.

29  N’o c’hasin ket kuit dirazout en ur bloaz gant aon na zeufe ar vro ur gouelec’h ha ma teufe al loened gouez d’en em greskiñ a-enep dit.

30  Me o c’haso tamm-ha-tamm a-raok dit, betek ma kreski en niver ha ma lakain ac’hanout da berc’hennañ ar vro.

31  Hag e lakain da harzoù adalek ar Mor Ruz betek Mor ar Filistined, hag adalek ar gouelec’h betek ar stêr, rak lakaat a rin etre ho taouarn tud ar vro hag o c’hasin kuit dirazout.

32  Ne ri ket a emglev ganto na gant o doueoù.

33  Ne chomint ket ez pro gant aon na lakaint ac’hanout da bec’hiñ a-enep din, rak servijañ a rafes o doueoù ha kement-se a vefe ur stign evidout.

 

Pennad 24

Moizez war ar menez. Ar bobl a gadarna an emglev gant Doue

1  Doue a lavaras da Voizez: Pign etrezek an AOTROU, te hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel, hag e taoulinot a-bell.

2  Moizez a dostaio e-unan ouzh an AOTROU. Int ne dostaint ket, hag ar bobl ne bigno ket gantañ.

3  Moizez a zeuas hag a lavaras d’ar bobl holl c’herioù an AOTROU hag e holl lezennoù. An holl bobl a respontas a vouezh unvan hag a lavaras: Ni a raio kement tra en deus lavaret an AOTROU.

4  Moizez a skrivas holl c’herioù an AOTROU, hag e tihunas beure-mat da sevel un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peul evit daouzek meuriad Israel.

5  Kas a reas tud yaouank eus mibien Israel da ginnig loskaberzhoù ha da ginnig aberzhoù a drugarekadennoù d’an AOTROU, gant koleoù.

6  Moizez a gemeras an hanter eus ar gwad a lakaas e kopoù, hag e sparfas an hanter all war an aoter.

7  Kemer a reas levr an emglev hag e lennas anezhañ d’ar bobl. Int a selaouas, hag e lavarjont: Ni a raio kement en deus lavaret an AOTROU, hag e sentimp.

8  Moizez a gemeras eta ar gwad hag a sparfas anezhañ war ar bobl, en ur lavarout: Setu gwad an emglev en deus graet an AOTROU evidoc’h hervez e holl gomzoù.

9  Moizez hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel a bignas,

10  hag e weljont Doue Israel. Dindan e dreid e oa evel un oberenn safir treuzwelus, heñvel ouzh an neñvoù o-unan en o glanded.

11  N’astennas ket e zorn war ar re a oa bet dibabet a-douez mibien Israel. Gwelout a rejont Doue, hag e tebrjont hag ec’h evjont.

12  An AOTROU a lavaras da Voizez: Pign davedon war ar menez ha chom eno, hag e roin dit taolennoù maen, al lezenn hag ar gourc’hemennoù am eus skrivet evit o c’helenn.

13  Moizez a savas gant Jozue a servije anezhañ, ha Moizez a bignas war menez Doue.

14  Lavarout a reas d’an henaourien: Gortozit ac’hanomp amañ betek ma tistroimp d’ho kavout. Setu, Aaron hag Hur a vo ganeoc’h; piv bennak en devo un arguz a yelo daveto.

15  Moizez a bignas war ar menez, hag ar goabrenn a c’holoas ar menez.

16  Gloar an AOTROU a chomas war Venez Sinai hag ar goabrenn en goloas e-pad c’hwec’h devezh. D’ar seizhvet devezh e c’halvas Moizez a-greiz ar goabrenn.

17  Stumm gloar an AOTROU a oa evel un tan loskus war-lein ar menez dirak daoulagad mibien Israel.

18  Moizez a yeas e-kreiz ar goabrenn hag a bignas war ar menez. Moizez a voe war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.

 

Pennad 25

Ar profoù evit an tabernakl

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel, ra gemerint ur prof evidon. Degemer a reot va frof digant pep den a ginnigo anezhañ a galon vat.

3  Setu amañ ar prof a zegemerot diganto: aour, arc’hant hag arem,

4  limestra, tane, ruz-moug, lin fin, blev givri,

5  krec’hin tourzed livet e ruz ha krec’hin a liv hiasint, koad kasia,

6  eoul evit ar c’hantolor, louzoù-frondus evit eoul an oleviadur hag evit an ezañs a c’hwezh-vat,

7  mein oniks ha mein evit sterniañ an efod hag ar gwisk-bruched.

8  Hag e raint din ur santual, hag e chomin en o zouez.

9  Ober a reot anezhañ hervez skouer an tabernakl hag hervez skouer e holl draoù ez an da ziskouez dit.

Arc’h an Testeni

10  Ober a raint un arc’h e koad kasia, hirder an arc’h a vo daou ilinad hanter (~ 1.25 m), he ledander un ilinad hanter (~ 75 cm), hec’h uhelder un ilinad hanter (~ 75 cm).

11  He goloi gant aour glan; he goloi en diabarzh hag en diavaez, hag e lakai warni ur gurunenn aour tro-dro.

12  Hag e teuzi peder lagadenn aour a lakai ouzh he fevar c’horn, div lagadenn ouzh ur c’hostez, ha div lagadenn ouzh ar c’hostez all.

13  Ober a ri barrennoù e koad kasia hag o goloi gant aour.

14  Hag e lakai ar barrennoù el lagadennoù e kostezioù an arc’h, evit dougen an arc’h ganto.

15  Ar barrennoù a vo e lagadennoù an arc’h, ha ne vint ket tennet ac’hane.

16  Lakaat a ri en arc’h an Testeni a roin dit.

17  Ober a ri al lec’h-a-drugarez gant aour glan, e hirder a vo daou ilinad hanter (~ 1.25 m) hag e ledander un ilinad hanter (~ 75 cm).

18  Hag e ri daou cherubin aour. O ober a ri gant ar morzhol, e daou benn al lec’h-a-drugarez.

19  Gra eta ur cherubin er penn-mañ hag ur cherubin er penn all. Ober a reot ar cherubined o tont kuit eus al lec’h-a-drugarez en e zaou benn.

20  Ar cherubined a astenno o eskell d’an nec’h, o c’holeiñ gant o eskell al lec’h-a-drugarez, hag o dremmoù a vo an eil etrezek egile. Dremmoù ar cherubined a vo troet etrezek al lec’h-a-drugarez.

21  Hag e lakai al lec’h-a-drugarez d’an nec’h war an arc’h, hag e lakai en arc’h an Testeni a roin dit.

22  Me en em gavo eno ganit; hag e lavarin dit, diwar-c’horre al lec’h-a-drugarez a-douez an daou cherubin a vo war arc’h an Testeni, kement holl a c’hourc’hemennin dit evit mibien Israel.

Taol ar baraoù a ginnig

23  Ober a ri un daol e koad kasia, he hirder a vo daou ilinad (~ 1 m), he ledander un ilinad (~ 50 cm), hec’h uhelder un ilinad hanter (~ 75 cm).

24  He goloi gant aour glan, hag e lakai warni ur gurunenn aour en-dro.

25  Ober a ri en-dro dezhi ur rizenn a bevar biz (~ 8 cm), hag e ri d’ar rizenn-se ur gurunenn aour en-dro.

26  Ober a ri dezhi peder lagadenn aour, hag e lakai al lagadennoù-se ouzh ar pevar c’horn a vo ouzh he fevar zroad.

27  Al lagadennoù a vo tost d’ar rizenn, da zegemer barrennoù evit dougen an daol.

28  Ober a ri ar barrennoù e koad kasia hag o goloi gant aour, hag e vo douget an daol ganto.

29  Ober a ri he fladoù, he zasoù, he listri hag hec’h hanafoù evit an evajoù-kinnig. O ober a ri gant aour glan.

30  Hag e lakai war an daol ar baraoù a ginnig a vo dalc’hmat dirazon.

Ar c’hantolor aour glan

31  Ober a ri ur c’hantolor aour glan. Ar c’hantolor a vo graet gant ar morzhol; e droad, e skourroù, e galiroù, e avaloù hag e vleunioù a vo a-bezh gantañ.

32  C’hwec’h skourr a zeuio eus e gostezioù, tri skourr eus ar c’hantolor eus ur c’hostez, ha tri skourr eus ar c’hantolor eus ar c’hostez all.

33  Bez’ e vo tri c’halir e doare alamandez ouzh ur skourr, gant aval ha bleunienn, ha tri c’halir e doare alamandez ouzh ar skourr all, gant aval ha bleunienn. Bez’ e vo en hevelep doare evit ar c’hwec’h skourr a zeuio er-maez eus ar c’hantolor.

34  Bez’ e vo er c’hantolor e-unan pevar c’halir e doare alamandez, pep hini gant e avaloù hag e vleunioù,

35  un aval dindan daou skourr a zeuio kuit, un aval all dindan daou skourr all, ha c’hoazh un aval dindan an daou skourr all, evit ar c’hwec’h skourr a zeuio er-maez eus ar c’hantolor.

36  An avaloù hag ar bleunioù a vo lamet dioutañ. Bez’ e vo holl eus ur pezh hepken, graet gant ar morzhol en aour glan.

37  Ober a ri ivez e seizh lamp, hag e vo enaouet e lampoù en un doare ma roint sklaerder etrezek e ziaraog.

38  E c’hevelioù hag e bodoù-ludu a vo en aour glan.

39  Graet e vo hemañ, gant e holl draoù, eus un talant (~ 30 kg) aour glan.

40  Sell, ha gra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.

 

Pennad 26

Ar goloioù e lin fin hag e blev givri

1  Ober a ri an tabernakl gant dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a ri evel un oberenn arzour.

2  Hirder ur pallenn a vo eizh ilinad warn-ugent (~ 14 m) ha ledander an hevelep pallenn a vo pevar ilinad (~ 2 m). An holl ballennoù o devo an hevelep ment.

3  Pemp pallenn a vo staget an eil ouzh egile, hag ar pemp all a vo ivez staget an eil ouzh egile.

4  Ober a ri ivez lasoù limestra war vord ar pallenn kentañ, e penn an dastum, hag e ri an hevelep tra da vord ar pallenn diwezhañ, en eilvet dastum.

5  Ober a ri hanter-kant las d’ar pallenn kentañ, hag e ri hanter-kant las da vord ar pallenn a vo en eilvet dastum. Al lasoù a vo an eil a-dal d’eben.

6  Ober a ri hanter-kant kloched aour, hag ec’h unani an eil pallenn d’egile gant ar c’hlochedoù, evit ma vo an tabernakl en ur pezh hepken.

7  Ober a ri pallennoù blev girvi, evit servijañ da deltenn war an tabernakl. Ober a ri unnek pallenn evel-se.

8  Hirder ur pallenn a vo tregont ilinad (~ 15 m) ha ledander an hevelep pallenn a vo pevar ilinad (~ 2 m). An unnek pallenn o devo an hevelep ment.

9  Hag ec’h unani pemp eus ar pallennoù-se a-du, hag ar c’hwec’h pallenn all a-du. Met doublañ a ri ar c’hwec’hvet pallenn war ziaraog an deltenn.

10  Ober a ri hanter-kant las war vord ar pallenn kentañ, an diwezhañ eus an dastum, hag hanter-kant las war vord ar pallenn eus an eilvet dastum.

11  Ober a ri hanter-kant kloched arem, hag e lakai ar c’hlochedoù da vont el lasoù. Dastum a ri evel-se an deltenn, evit ma raio ur pezh hepken.

12  Hag ar pezh a chomo hag a flojo eus pallennoù an deltenn, da lavarout eo an hanter eus ar pallenn a vano, a flojo war ziadreñv an tabernakl.

13  Hag an ilinad ouzh un tu, hag un ilinad ouzh egile, eus ar pezh a vano war-hed pallennoù an deltenn, a vo o flojañ war gostezioù an tabernakl, evit e c’holeiñ.

Ar goloioù e krec’hin tourzed hag e krec’hin a liv hiasint

14  Ober a ri evit an deltenn ur golo krec’hin tourzed livet e ruz, hag ur golo krec’hin a liv hiasint dreist.

Ar plenk hag o sichennoù

15  Ober a ri evit an tabernakl plenk koad kasia a vo lakaet da zerc’hel en o sav.

16  Hirder ur plankenn a vo dek ilinad (~ 5 m) ha ledander an hevelep plankenn a vo un ilinad hanter (~ 75 cm).

17  Bez’ e vo daou zalc’h da bep plankenn, da stagañ an eil ouzh egile. Ober a ri en hevelep doare evit holl blenk an tabernakl.

18  Ober a ri eta ar plenk evit an tabernakl: ugent plankenn evit kostez ar su, war-zu ar c’hreisteiz.

19  Dindan an ugent plankenn e ri daou-ugent sichenn arc’hant, evit e zaou zalc’h, ha div sichenn dindan ur plankenn all, evit e zaou zalc’h.

20  Ober a ri ugent plankenn evit kostez all an tabernakl, war-zu an hanternoz,

21  hag o daou-ugent sichenn arc’hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

22  Ober a ri c’hwec’h plankenn evit foñs an tabernakl, war-zu ar c’huzh-heol.

23  Ober a ri daou blankenn, evit kognoù an tabernakl, er foñs;

24  doubl e vint adalek an traoñ, ha doubl e vint, staget mat, ouzh krec’h, betek al lagadenn gentañ. Evel-se e vo evito o-daou, bez’ e vint evit an daou gogn.

25  Bez’ e vo eta eizh plankenn hag o c’hwezek sichenn arc’hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

26  Ober a ri pemp barrenn koad kasia evit ar plenk eus ur c’hostez d’an tabernakl,

27  ha pemp barrenn evit plenk ar c’hostez all d’an tabernakl, ha pemp barrenn evit kostez an tabernakl a vo er foñs, war-zu ar c’huzh-heol.

28  Barrenn ar c’hreiz a vo e-kreiz ar plenk hag a yelo eus ur penn d’ar penn all.

29  Goleiñ a ri gant aour ar plenk, hag e ri o lagadennoù gant aour evit lakaat ar barrennoù, hag e c’holoi gant aour ar barrennoù.

30  Sevel a ri an tabernakl hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.

Ar ouel hag ar rideoz

31  Ober a ri ur ouel limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; graet e vo evel un oberenn arzour gant cherubined.

32  Lakaat a ri anezhi war beder c’holonenn kasia goloet gant aour. O zachoù a vo en aour, hag e vint diazezet war beder sichenn arc’hant.

33  Lakaat a ri ar ouel dindan ar c’hlochedoù. Hag eno, en diabarzh d’ar ouel, e lakai da vont arc’h an Testeni. Ar ouel a zispartio evidoc’h al lec’h santel diouzh sant ar sent.

34  Lakaat a ri al lec’h-a-drugarez war arc’h an Testeni, e-barzh sant ar sent.

35  Lakaat a ri an daol en diavaez d’ar ouel, ar c’hantolor a-dal d’an daol, ouzh kostez an tabernakl a vo war-zu ar c’hreisteiz; hag e lakai an daol ouzh kostez an hanternoz.

36  Evit digor an deltenn, e ri ur rideoz limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; un oberenn broderezh e vo.

37  Ober a ri evit ar rideoz pemp kolonenn kasia a c’holoi gant aour. O zachoù a vo en aour, hag e teuzi dezho pemp sichenn arem.

 

Pennad 27

Aoter al loskaberzhoù

1  Ober a ri un aoter e koad kasia, e hirder a vo pemp ilinad (~ 2.5 m) hag e ledander pemp ilinad (~ 2.5 m). An aoter a vo karrezek hag e uhelder a vo tri ilinad (~ 1.5 m).

2  Ober a ri ouzh he fevar c’horn kerniel a zeuio er-maez eus an aoter, hag o goloi gant arem.

3  Ober a ri he fodoù evit lemel he ludu, he falioù, hec’h hanafoù, he fourchetezioù, he fodoù-glaou-bev; hag e ri hec’h holl draoù gant arem.

4  Ober a ri dezhi ur gael evel un dreilh, en arem, hag e ri d’an dreilh peder lagadenn arem, ouzh he fevar c’horn.

5  He lakaat a ri dindan bardell an aoter, adalek an traoñ, hag an dreilh a savo betek kreiz an aoter.

6  Ober a ri barrennoù evit an aoter, barrennoù koad kasia hag o goloi gant arem.

7  Hag e vo lakaet ar barrennoù el lagadennoù; ar barrennoù a vo ouzh an daou gostez eus an aoter, pa vo douget.

8  Hec’h ober a ri kleuz, gant plenk. Graet e vo evel ma’z eo bet diskouezet dit war ar menez.

Al leurenn

9  Ober a ri leurenn an tabernakl. Evit kostez ar su, war-zu ar c’hreisteiz, e vo evit al leurenn lienoù e lin fin plañsonet, eus kant ilinad (~ 50 m) a hirder evit ur c’hostez,

10  hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem. Tachoù ar c’holonennoù hag o zriklennoù a vo en arc’hant.

11  En hevelep doare evit kostez an norzh, war-zu an hanternoz, e vo lienoù eus kant ilinad (~ 50 m) a hirder, hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem, ha tachoù ar c’holonennoù hag o zriklennoù en arc’hant.

12  Evit ledander al leurenn, diouzh kostez ar c’hornôg, war-zu ar c’huzh-heol, e vo lienoù eus hanter-kant ilinad (~ 25 m), gant o dek kolonenn hag o dek sichenn.

13  Ledander al leurenn, diouzh kostez ar reter, war-zu ar sav-heol, a vo hanter-kant ilinad (~ 25 m):

14  lienoù ur gazel a vo pemzek ilinad (~ 7.5 m), gant o zeir c’holonenn hag o zeir sichenn,

15  lienoù ar gazel all a vo pemzek ilinad (~ 7.5 m), gant o zeir c’holonenn hag o zeir sichenn.

16  Evit dor al leurenn e vo ur rideoz a ugent ilinad (~ 10 m) limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet, un oberenn broderezh, gant o feder c’holonenn hag o feder sichenn.

17  An holl golonennoù en-dro d’al leurenn o devo triklennoù arc’hant, tachoù arc’hant, ha sichennoù arem.

18  Hirder al leurenn a vo kant ilinad (~ 50 m), al ledander hanter-kant (~ 25 m) a bep kostez, an uhelder pemp ilinad (~ 2.5 m). Graet e vo gant lin fin plañsonet, ha sichennoù arem.

19  Holl draoù evit servij an tabernakl, e holl beulioù, hag holl beulioù al leurenn, a vo en arem.

An eoul evit ar c’hantolor

20  Gourc’hemenn a ri da vibien Israel ma tegasint dit eoul glan olivez friket evit ar c’hantolor, abalamour da zerc’hel al lampoù enaouet dalc’hmat.

21  E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.

 

Pennad 28

Gwiskamantoù an aberzhour-meur

1  Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da’m servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.

2  Ober a ri da Aaron da vreur gwiskamantoù santel, evit e c’hloar hag e gaerder.

3  Komz a ri ouzh ar re holl a zo skiantek, ar re am eus leuniet gant ur spered a furnez, hag e raint gwiskamantoù Aaron evit e santelaat, hag evit ma servijo evel aberzhour.

4  Setu ar gwiskamantoù a raint: Ur gwisk-bruched, un efod, ur sae, un doneg brodet, un diarenn hag ur gouriz. Ober a raint gwiskamantoù santel da Aaron da vreur ha d’e vibien, evit bezañ gouestlet da’m servij evel aberzhourien.

5  Hag e kemerint aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin.

An efod

6  Ober a raint an efod gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel un oberenn arzour.

7  Bez’ e vo en e zaou benn div skoazgenn hag a vo staget an eil ouzh eben, evel-se e vo staget.

8  Ur gouriz a vo lakaet dreist an efod, hag e vo eus an hevelep labour hag eus an hevelep pezh, graet gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet.

9  Hag e kemeri daou vaen oniks, hag ec’h engravi warno anvioù mibien Israel:

10  c’hwec’h eus o anvioù war ur maen, hag ar c’hwec’h anv all war an eil maen, hervez o geneliezh.

11  Evel labour engraver-mein hag engraver-sielloù ec’h engravi war an daou vaen anvioù mibien Israel; o c’helc’hiañ a ri gant lagadoù aour.

12  Hag e lakai an daou vaen war skoazgennoù an efod evel mein-eñvor evit mibien Israel. Aaron a zougo o anvioù dirak an AOTROU war e zivskoaz en eñvor.

13  Ober a ri lagadoù aour,

14  ha div chadennig aour glan a dortisi e doare kordennoùigoù, hag e lakai ar chadennoùigoù tortiset el lagadoù.

Ar gwisk-bruched

15  Ober a ri gwisk-bruched ar varn evel un oberenn arzour. Bez’ e vo eus an hevelep labour hag an efod, graet gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet.

16  Karrezek e vo ha doubl, e hirder a vo ur rahouennad (~ 25 cm) hag e ledander ur rahouennad (~ 25 cm).

17  Hag e warnisi anezhañ gant ur sterniadur mein, peder renkad vein; ar renkad kentañ: un agatenn-ruz, un topaz, un emrodez;

18  an eil renkad: ur skarbouklenn, ur safirenn, un diamant;

19  an deirvet renkad: un opalenn, un agatenn, un ametist;

20  ar bedervet renkad: ur c’hrizolit, un oniks, ur yalp. Ar mein-se a vo sterniet gant aour en o gwarnisadur.

21  Ar vein a vo, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e vint evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad.

22  Hag e ri war ar gwisk-bruched chadennoùigoù aour glan, tortiset e doare kordennoùigoù.

23  Hag e ri war ar gwisk-bruched div lagadenn aour, hag e lakai an div lagadenn ouzh daou benn ar gwisk-bruched.

24  Hag e lakai an div gordennig aour en div lagadenn e pennoù ar gwisk-bruched.

25  Daou benn an div gordennig a lakai en daou lagad lec’hiet war skoazgennoù an efod, war an diaraog.

26  Hag e ri div lagadenn aour, a lakai ouzh daou benn all ar gwisk-bruched, war ar vevenn a vo ouzh kostez an efod, en diabarzh.

27  Hag e ri div lagadenn aour, a lakai ouzh div skoazgenn an efod, en traoñ, war an diaraog, a-geñver d’ar junt, dreist gouriz an efod.

28  Hag e vo staget ar gwisk-bruched dre e lagadennoù ouzh lagadennoù an efod gant ur gordennig limestra, evit ma talc’ho war gouriz an efod ha na zistago ket ar gwisk-bruched diouzh an efod.

29  Evel-se Aaron a zougo anvioù mibien Israel war gwisk-bruched ar varn, war e galon, pa’z aio el lec’h santel, evel un eñvor dirak an AOTROU, dalc’hmat.

30  Hag e lakai war gwisk-bruched ar varn an Urim hag an Tummim, hag e vint war galon Aaron pa’z aio dirak an AOTROU. Hag e tougo Aaron barn mibien Israel war e galon dirak an AOTROU, dalc’hmat.

Sae an efod

31  Ober a ri sae an efod, en he fezh gant limestra.

32  Un digor evit ar penn a vo en he c’hreiz. Bez’ e vo ur vevenn d’an digor tro-war-dro, evel un oberenn a wiader hag evel digor ur jakoun evit na frego ket.

33  Hag e lakai ouzh he gouremoù greunadez limestra, tane ha ruz-mouk, ouzh he gouremoù tro-war-dro, ha kleierigoù aour kemmesket tro-war-dro,

34  ur c’hloc’hig aour hag ur c’hreunadezenn, ur c’hloc’hig aour hag ur c’hreunadezenn, ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro.

35  Aaron a vo gwisket ganti evit ober ar servij, hag e vo klevet ar son pa’z aio el lec’h santel dirak an AOTROU, ha pa zeuio er-maez; ha ne varvo ket.

An talgen a santelezh

36  Ober a ri un talgen aour glan, hag ec’h engravi warnañ evel labour engraver-sielloù: SANTELEZH D’AN AOTROÙ.

37  Hag e lakai ennañ ur gordennig limestra; eñ a vo war an diarenn, en tu-raok eus an diarenn.

38  Hag e vo war dal Aaron; hag Aaron a zougo an direizhderioù o devo graet mibien Israel en traoù santel a ginnigint, en holl brofoù santel. Hag e vo war e dal dalc’hmat evit o rentañ dudius dirak an AOTROU.

An doneg

39  Ober a ri an doneg gant lin fin. Ober a ri un diarenn gant lin fin. Ober a ri ur gouriz en oberenn broderezh.

Gwiskamantoù an aberzhourien

40  Evit mibien Aaron e ri tonegoù, gourizoù ha mintroù, evit o gloar hag o c’haerder.

41  Hag e wiski ganto Aaron da vreur hag e vibien gantañ; hag o olevi, o gouestli, o santelai, evit ma servijint ac’hanon evel aberzhourien.

42  Gra dezho brageier lin evit goleiñ o noazhder; adalek o divgroazell betek o divorzhed e talc’hint.

43  Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa’z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec’h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc’hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc’h.

 

Pennad 29

Gouestladur an aberzhourien

1  Setu amañ ar pezh a ri dezho evit o santelaat, evit ma servijint ac’hanon evel aberzhourien. Kemer ur c’hole yaouank, daou dourz disi,

2  bara hep goell, gwestell hep goell mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul. Ober a ri anezho gant flour bleud gwinizh.

3  O lakaat a ri en ur baner, hag o c’hinnigi er baner, gant ar c’hole yaouank hag an daou dourz.

4  Hag e lakai Aaron hag e vibien da dostaat ouzh digor teltenn an engalv, hag e walc’hi anezho gant dour.

5  Kemer a ri ar gwiskamantoù hag e wiski Aaron gant an doneg, gant sae an efod, gant an efod ha gant ar gwisk-bruched, hag e c’hourizi anezhañ gant gouriz an efod,

6  e lakai ar mintr war e benn, hag e lakai ar gurunenn santel war ar mintr.

7  Kemer a ri eoul an oleviadur a skuilhi war e benn, hag ec’h olevi anezhañ.

8  Hag e lakai e vibien da dostaat, hag e wiski anezho gant an tonegoù.

9  Hag e lakai ar gourizoù da Aaron ha d’e vibien, hag e stagi ar mintroù dezho. Ar velegiezh a vo dezho dre ur gourc’hemenn peurbadus. Gouestlañ a ri Aaron hag e vibien.

10  Hag e tostai ar c’hole dirak teltenn an engalv, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole.

11  Hag e lazhi ar c’hole dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv.

12  Kemer a ri eus gwad ar c’hole, en lakai gant da viz war gerniel an aoter, hag e skuilhi an holl wad ouzh troad an aoter.

13  Kemer a ri an holl lard a c’holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, hag o lakai da vogediñ war an aoter.

14  Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c’hamp, kig ar c’hole, e groc’hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec’hed.

15  Kemer a ri unan eus an tourzed, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.

16  Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri e wad, hag e skuilhi anezhañ war an aoter hag en-dro dezhi.

17  Hag e troc’hi an tourz a-dammoù, e walc’hi e vouzelloù hag e c’haroù, hag o lakai war an tammoù ha war e benn.

18  Lakaat a ri da vogediñ an tourz a-bezh war an aoter. Ul loskaberzh eo d’an AOTROU, ur c’hwezh dudius, ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.

19  Kemer a ri an eil tourz, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.

20  Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri eus e wad, e lakai anezhañ war flipezenn skouarn dehou Aaron ha war flipezenn skouarn dehou e vibien, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhi ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

21  Kemer a ri eus ar gwad a vo war an aoter hag eus eoul an oleviadur, hag e sparfi ganto Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ. Evel-se e vo santelaet eñ hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.

22  Kemer a ri lard an tourz, al lost, al lard a c’holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, ar skoaz dehou rak un tourz a ouestladur eo,

23  ur choanenn vara, ur wastell vara gant eoul hag ur vignezenn, eus paner an traoù hep goell a zo dirak an AOTROU.

24  Hag e lakai an holl draoù-se war balvoù daouarn Aaron ha war balvoù daouarn e vibien, hag e heji anezho evel ur prof dirak an AOTROU.

25  Hag o c’hemeri eus o daouarn hag o lakai da vogediñ war an aoter, war al loskaberzh; ur c’hwezh dudius dirak an AOTROU eo, ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.

26  Kemer a ri bruched tourz ar gouestladur eus Aaron, hag e heji anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU, hag hennezh a vo da lod.

27  Hag e santelai ar bruched evel prof hejet hag ar skoaz evel prof savet, kement a zo bet hejet ha kement a zo bet savet eus an tourz a ouestladur, eus ar pezh a zo evit Aaron hag eus ar pezh a zo evit e vibien.

28  Kement-se a vo evit Aaron hag evit e vibien dre ur gourc’hemenn peurbadus a-berzh mibien Israel, rak ur prof savet eo. Kement-se a vo ur prof savet a-berzh mibien Israel en o aberzhoù a beoc’h; o frof savet a vo evit an AOTROU.

29  Gwiskamantoù santel Aaron a vo d’e vibien war e lerc’h, evit ma vint olevet ha gouestlet enno.

30  An hini eus e vibien a vo er velegiezh en e blas hag a zeuio da deltenn an engalv evit ober servij el lec’h santel, a vo gwisket ganto e-pad seizh devezh.

31  Kemer a ri an tourz a ouestladur hag e lakai e gig da virviñ en ul lec’h santelaet.

32  Aaron hag e vibien a zebro kig an tourz hag ar bara a vo er baner ouzh digor teltenn an engalv.

33  Debriñ a raint eta an traoù-se, a vo graet an dic’haou drezo evit o gouestlañ hag o santelaat. Met un diavaeziad ne zebro ket diouto rak santelaet int bet.

34  Mar chom kig a ouestladur ha bara betek an deiz war-lerc’h, e tevi ar pezh a chomo en tan. Ne vo ket debret diouto, rak santelaet int bet.

35  Ober a ri evel-se evit Aaron hag evit e vibien, hervez ar pezh am eus gourc’hemennet dit. O gouestlañ a ri e-pad seizh devezh.

36  Aberzhiñ a ri evit ar pec’hed, bemdez, ur c’hole yaouank, evit an dic’haou. Hag e kinnigi evit an aoter un aberzh evit ar pec’hed, oc’h ober an dic’haou eviti hag ec’h olevi anezhi evit he santelaat.

37  E-pad seizh devezh e ri an dic’haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.

Al loskaberzh peurbadus

38  Setu ar pezh a ginnigi war an aoter: daou oan eus ur bloaz, bemdez, dalc’hmat.

39  Unan eus an oaned a ginnigi diouzh ar beure, hag eil a ginnigi etre an daou abardaez,

40  gant un dekvedenn efa (~ 30 l) flour bleud mezet en ur c’hard hin (1/4 hin ~ 1.5 l) eoul gwerc’h, ha gant un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin, evit an oan kentañ.

41  Hag e kinnigi an eil oan etre an daou abardaez; ober a ri an hevelep donezon evel diouzh ar beure hag an hevelep evadkinnig, ur c’hwezh dudius eo, ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.

42  Ul loskaberzh peurbadus eo, a vo kinniget dalc’hmat a rummadoù da rummadoù ouzh digor teltenn an engalv dirak an AOTROU, el lec’h en em gavin ganeoc’h evit komz ouzhit.

43  En em gavout a rin eno gant mibien Israel, hag al lec’h-se a vo santelaet gant va gloar.

44  Santelaat a rin teltenn an engalv hag an aoter. Santelaat a rin Aaron hag e vibien, evit ma servijint ac’hanon evel aberzhourien.

45  Hag e chomin e-touez mibien Israel, hag e vin o Doue.

46  Hag ec’h anavezint ez on an AOTROU o Doue, en deus o lakaet da vont kuit eus bro Ejipt, evit chom en o c’hreiz. Me eo an AOTROU o Doue.

 

Pennad 30

Aoter an ezañs

1  Ober a ri un aoter evit mogediñ an ezañs. Gant koad kasia e ri anezhi.

2  He hirder a vo un ilinad (~ 50 cm) hag he ledander un ilinad (~ 50 cm); karrezek e vo hag hec’h uhelder a vo daou ilinad (~ 1 m). Kerniel a zeuio er-maez eus an aoter.

3  He goloi gant aour glan, ar gorre, ar c’hostezioù tro-dro hag ar c’herniel, hag e lakai warni ur gurunenn aour en-dro.

4  Ober a ri div lagadenn aour dindan he c’hurunenn en he daou gostez. O lakaat a ri en daou gostez, da zegemer barrennoù evit he dougen.

5  Ober a ri ar barrennoù e koad kasia hag o goloi gant aour.

6  Hag e lakai an aoter dirak ar ouel a vo dirak arc’h an Testeni, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an Testeni, ma en em gavin ganit eno.

7  Aaron a lakaio da vogediñ eno ezañs a c’hwezh-vat. Bep beure, pa gempenno al lampoù, e lakaio da vogediñ an ezañs.

8  Pa enaouo Aaron al lampoù etre an daou abardaez, e lakaio ivez anezhañ da vogediñ. Un ezañs peurbadus eo, a vo devet dalc’hmat dirak an AOTROU a rummadoù da rummadoù.

9  Ne ginnigot war an aoter c’hwezh-vat estren ebet, na loskaberzh, na prof, ha ne skuilhot eno evadkinnig ebet.

10  Aaron a raio dic’haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic’haouiñ evit ar pec’hed, e vo graet dic’haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d’an AOTROU.

Daspren an dud

11  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

12  Pa ri kont mibien Israel evit o niveradeg, pep hini anezho a raio ur prof d’an AOTROU evit daspren e ene pa vint niveret, ha ne vint skoet a c’houli ebet pa vint niveret.

13  Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl (~ 10 g) ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera ~ 0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d’an AOTROU.

14  Kement a dremeno dre an niveradeg, adalek ugent vloaz ha dreistoc’h, a roio ar brofadenn d’an AOTROU.

15  Ar pinvidig ne gresko netra hag ar paour ne lamo netra eus un hanter sikl, en ur reiñ ar brofadenn d’an AOTROU, evit ober an dic’haou evit hoc’h eneoù.

16  Degemer a ri digant mibien Israel arc’hant an dic’haou hag e lakai anezhañ e servij teltenn an engalv. Hag e vo evit mibien Israel un eñvor dirak an AOTROU, evit ober an dic’haou evit hoc’h eneoù.

Al laouer arem

17  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

18  Ober a ri ul laouer arem, gant he foñs arem, evit ar walc’hidigezh. He lakaat a ri etre teltenn an engalv hag an aoter, hag e lakai dour enni.

19  Aaron hag e vibien a walc’ho enni o zreid hag o daouarn.

20  Pa’z aint e teltenn an engalv, en em walc’hint gant dour evit na varvint ket. Pa dostaint ouzh an aoter evit ober ar servij, evit lakaat da vogediñ ar prof graet dre an tan d’an AOTROU,

21  e walc’hint o daouarn hag o zreid evit na varvint ket. Ur gourc’hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi a rummadoù da rummadoù.

An eoul evit an oleviadur santel

22  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

23  Kemer al louzoù-frondus mat-meurbet: mir tanav, pemp kant sikl; kinamona frondus, an hanter, da lavarout eo daou c’hant hag hanter-kant; korz frondus, daou c’hant hag hanter-kant;

24  kasia, pemp kant, hervez sikl (~ 10 g) ar santual; eoul olivez, un hin (~ 6 l).

25  Ober a ri ganto un eoul evit an oleviadur santel, ur mesk a c’hwezh-vat graet hervez ijin ar fronder. Hennezh a vo an eoul evit an oleviadur santel.

26  Hag ec’h olevi gantañ teltenn an engalv hag arc’h an Testeni,

27  an daol hag hec’h holl draoù, ar c’hantolor hag e draoù, aoter an ezañs,

28  aoter al loskaberzhoù hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs.

29  Hag e santelai anezho, hag e vint un dra santel-meurbet. Kement a stoko outo a vo santelaet.

30  Hag ec’h olevi Aaron hag e vibien, hag e ouestli anezho, evit ma servijint ac’hanon evel aberzhourien.

31  Hag e komzi ouzh mibien Israel, hag e lavari: Hemañ a vo din eoul an oleviadur santel a rummadoù da rummadoù.

32  Ne vo ket skuilhet war gig an den ha ne reot ket un hini all eus un hevelep aozadur. Santel eo, ha santel e vo evidoc’h.

33  An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl.

An ezañs

34  An AOTROU a lavaras ivez da Voizez: Kemer louzoù-frondus, stakte, oniks, galbanom hag ezañs glan, e lodennoù kevatal.

35  Hag e ri un ezañs, ur mesk hervez ijin ar fronder, sall, glan, santel.

36  Munut e pili ul lodenn hag e lakai diouti dirak an Testeni e teltenn an engalv, ma en em gavin ganit eno. Kement-se a vo deoc’h un dra santel-meurbet.

37  Diwar-benn an ezañs a ri, ne reot ket eus un hevelep aozadur. Kement-se a vo dit un dra santel evit an AOTROU.

38  An hini a raio un aozadur heñvel evit c’hweshaat anezhañ a vo lamet eus e bobl.

 

Pennad 31

Artizaned leuniet gant ar Spered

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Sell, galvet em eus dre e anv Bezaleel mab Uri mab Hur eus meuriad Juda.

3  Leuniet em eus anezhañ gant Spered Doue, e skiant, en ijin hag e gouiziegezh, evit pep seurt labourioù,

4  evit ijinañ traoù, evit labourat war an aour, war an arc’hant ha war an arem,

5  evit benañ hag ensterniañ mein talvoudus, evit kizellañ ar c’hoad, evit ober pep seurt labourioù.

6  Setu, roet em eus dezhañ ur skoazeller, Oholiab mab Ahizamak eus meuriad Dan. Lakaet em eus ijin e kalon pep den skiantek, evit ma raint kement am eus gourc’hemennet dit ober:

7  teltenn an engalv, arc’h an Testeni, al lec’h-a-drugarez a vo warni hag holl draoù an deltenn,

8  an daol hag he zraoù, ar c’hantolor aour glan hag e holl draoù,

9  aoter an ezañs, aoter al loskaberzhoù hag he holl draoù, al laouer gant he foñs,

10  ar gwiskamantoù evit ar servij, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien,

11  eoul an oleviadur hag an ezañs a c’hwezh-vat evit al lec’h santel. Ober a raint hervez kement am eus gourc’hemennet dit.

Ar sabad degaset da soñj

12  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

13  Komz da vibien Israel ha lavar: Mirout a reot va deizioù sabad. Rak un arouez a vo etrezon-me ha c’hwi a rummadoù da rummadoù, ma vo gouezet ez eo me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.

14  Mirit eta ar sabad, rak un deiz santel e vo evidoc’h. Ar re a dorro anezhañ a vo lakaet d’ar marv. Mar gra neb ul labour en deiz-se, e vo dilamet a-douez e bobl.

15  Al labour a vo graet e-pad c’hwec’h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh santelaet evit an AOTROU. Piv bennak a raio ul labour e deiz ar sabad a vo lakaet d’ar marv.

16  Mibien Israel a viro ar sabad evit lidañ ar sabad a rummadoù da rummadoù, evel un emglev peurbadus.

17  Un arouez e vo etrezon-me ha mibien Israel da viken, rak an AOTROU en deus graet e c’hwec’h devezh an neñvoù hag an douar, met er seizhvet devezh en deus paouezet hag en deus diskuizhet.

Div daolenn an Testeni

18  Pa en deus echuet Doue da gomz gant Moizez war Venez Sinai, e roas dezhañ div daolenn an Testeni, taolennoù maen skrivet gant biz Doue.

 

Pennad 32

Al leue aour

1  Ar bobl, o welout penaos e talee Moizez da ziskenn diwar ar menez, en em zastumas da gavout Aaron hag a lavaras: Deus, gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak ar Moizez-se, an den en deus hol lakaet da bignat eus an Ejipt, n’ouzomp ket ar pezh a zo c’hoarvezet gantañ.

2  Aaron a respontas: Tennit al lagadennoù aour a zo e divskouarn ho kwragez, ho mibien hag ho merc’hed, ha degasit anezho din.

3  Hag holl e lamjont al lagadennoù aour a oa en o divskouarn, hag e tegasjont anezho da Aaron.

4  Eñ o c’hemeras eus o daouarn, o labouras gant ur gizell, hag a reas diouto ul leue teuzet. Hag e lavarjont: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.

5  Aaron, o welout kement-se, a savas un aoter dirazañ hag a grias o lavarout: Warc’hoazh e vo ur gouel en enor d’an AOTROU!

6  Sevel a rejont eta abred an deiz war-lerc’h hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù. Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont da laouenaat.

7  Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Kae, diskenn, rak da bobl ec’h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, a zo en em vreinet.

8  Distroet int buan eus an hent em boa merket dezho. Graet o deus ul leue teuzet, daoulinet o deus dirazañ, aberzhet o deus dezhañ ha lavaret o deus: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.

9  An AOTROU a lavaras da Voizez: Sellet em eus ouzh ar bobl-mañ, ha setu, eo ur bobl a c’houzoug reut.

10  Bremañ lez ac’hanon d’ober, ma tano va fulor a-enep dezho ha ma o c’huzumin. Met ur bobl vras a rin ac’hanout.

11  Moizez a bedas an AOTROU e Zoue hag a lavaras: Perak, AOTROU, da fulor a zeufe d’en em danañ a-enep da bobl ac’h eus lakaet da zont kuit eus bro Ejipt gant ur galloud bras ha gant un dorn nerzhus?

12  Perak e lavarfe an Ejipsianed: O lakaet en deus da vont kuit evit o gwalleur, evit o lazhañ er menezioù, evit o c’huzumiñ diwar-c’horre an douar? Distro eus gwrez da gounnar hag az pez keuz eus an droug a fell dit ober da’z pobl.

13  Az pez soñj eus Abraham, Izaak hag Israel, da servijerien, az poa touet dezho ennout da-unan o lavarout: Kreskiñ a rin ho lignez evel stered an neñvoù hag e roin d’ho lignez an holl vro-se, am eus komzet diwar he fenn, hag e vo dezho da viken.

14  Hag an AOTROU en doe keuz eus an droug en doa lavaret a raje d’e bobl.

15  Moizez a zistroas hag a ziskennas a-ziwar ar menez, div daolenn an Testeni en e zorn, taolennoù skrivet war an daou du. Skrivet e oant war un tu ha war egile.

16  An taolennoù a oa labour Doue, ar skritur ivez a oa skritur Doue, engravet war an taolennoù.

17  Jozue a glevas mouezh ar bobl a laoske kriadennoù, hag e lavaras da Voizez: Bez’ ez eus un trouz a vrezel er c’hamp.

18  Moizez a lavaras: N’eo nag un trouz a griadennoù a drec’herien nag un trouz a griadennoù a drec’hidi, me a glev un trouz a dud o kanañ.

19  Pa voe tost d’ar c’hamp e welas al leue hag an dañsoù. Kounnar Moizez en em danas, hag e taolas eus e zaouarn an taolennoù hag e trailhas anezho e traoñ ar menez.

20  Kemer a reas al leue o doa graet, en devas en tan hag en freuzas ken na voe aet e poultr a skuilhas war an dour. Hag e roas anezhañ da evañ da vibien Israel.

21  Moizez a lavaras da Aaron: Petra he deus graet ar bobl-mañ dit, ma ec’h eus tennet warni ur pec’hed ken bras?

22  Aaron a respontas: Ra n’en em dano ket kounnar va aotrou; gouzout a rez eo douget ar bobl-mañ d’an droug.

23  Lavaret o deus din: Gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak ar Moizez-se, an den en deus hol lakaet da bignat eus an Ejipt, n’ouzomp ket ar pezh a zo c’hoarvezet gantañ.

24  Lavaret em eus dezho: Ar re o deus aour, ra en em zistagot dioutañ. Hag o deus e roet din. E daolet em eus en tan, hag eo al leue a zo deuet er-maez.

25  Moizez a welas e oa ar bobl diroll, rak Aaron en doa o lezet en dirollerezh, en arvar da vezañ dismegañset gant o enebourien.

26  Moizez en em zalc’has ouzh dor ar c’hamp hag a lavaras: Da’m c’havout piv bennak a zo evit an AOTROU! Holl vibien Levi en em zastumas d’e gavout.

27  Lavarout a reas: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU Doue Israel: Ra lakaio pep hini ac’hanoc’h e gleze ouzh e gostez. Tremenit hag adtremenit a zor da zor er c’hamp, ha lazhit pep hini e vreur, pep hini e vignon, pep hini e amezeg.

28  Mibien Levi a reas hervez komz Moizez. Hag e voe en deiz-se war-dro tri mil den eus ar bobl a varvas.

29  Moizez a lavaras: Gouestlit hiziv ho taouarn d’an AOTROU pep hini ac’hanoc’h, zoken e priz e vab pe e vreur, evit tennañ hiziv warnoc’h ar vennozh.

30  An deiz war-lerc’h Moizez a lavaras d’ar bobl: Ur pec’hed bras hoc’h eus graet, met bremañ ez an da bignat da gavout an AOTROU. Marteze em bo ar pardon d’ho pec’hed.

31  Moizez a zistroas da gavout an AOTROU hag a lavaras: Siwazh! Ar bobl-mañ he deus graet ur pec’hed bras oc’h en em ober doueoù aour.

32  Met bremañ pardon dezho o fec’hed. Anez, lam ac’hanon eus al levr ac’h eus skrivet.

33  An AOTROU a lavaras da Voizez: An hini en devo pec’het a-enep din a lamin eus va levr.

34  Bremañ kae, ren ar bobl d’al lec’h am eus lavaret. Setu, va ael a yelo dirazout, met d’an deiz ma rin ar c’hastiz, e kastizin warno o fec’hed.

35  An AOTROU a skoas ar bobl, dre m’o doa graet al leue en doa fardet Aaron.

 

Pennad 33

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae kuit, pign ac’halen te hag ar bobl ac’h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, kae etrezek ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da’z lignez.

2  Me a gaso un ael dirazout, hag e kasin kuit ar Gananeiz, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz,

3  evit ho ren etrezek ar vro-se a zever gant laezh ha mel; met ne bignin ket ez kreiz gant aon na guzumfen ac’hanout en hent, dre ma’z out ur bobl a c’houzoug reut.

4  Pa glevas ar bobl ar gerioù drouk-se, e tougas kañv ha den ne lakaas e vragerizoù warnañ.

5  An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da vibien Israel: C’hwi a zo ur bobl a c’houzoug reut; ma pignfen ur pennadig hepken ez kreiz, e kuzumfen ac’hanout; bremañ eta lam da vragerizoù kuit diwarnout hag e welin ar pezh a rin dit.

6  Evel-se mibien Israel en em zisc’hreas eus o bragerizoù adalek Menez Horeb.

Teltenn an engalv

7  Moizez a gemeras an deltenn, he savas er-maez eus ar c’hamp hag a c’halvas anezhi teltenn an engalv. Ar re holl a glaske an AOTROU a yae da deltenn an engalv a oa er-maez eus ar c’hamp.

8  Pa’z ae Moizez d’an deltenn, an holl bobl a save; pep hini anezho en em zalc’he ouzh dor e deltenn hag a heulie Moizez gant e zaoulagad betek ma vije aet en deltenn.

9  Adalek ma oa aet Moizez en deltenn, ar golonenn a goabrenn a ziskenne hag en em zalc’he ouzh digor an deltenn, hag an AOTROU a gomze gant Moizez.

10  O welout ar golonenn a goabrenn en em zalc’he ouzh digor an deltenn, an holl bobl a save ha pep hini en em lakae war e zaoulin dirak dor e deltenn.

11  Hag e komze an AOTROU gant Moizez dremm ouzh dremm, evel ma komz un den ouzh e vignon. Neuze Moizez a zistroe d’ar c’hamp. Met e servijer yaouank, Jozue mab Nun, ne guitae ket an deltenn.

Moizez ha gloar an AOTROU

12  Moizez a lavaras d’an AOTROU: Sell, e lavarez din: Laka ar bobl-se da bignat! Ha ne’c’h eus ket roet da anavezout din an hini a dleez kas ganin. Koulskoude ec’h eus lavaret: Da anavezout a ran dre da anv ha kavet ec’h eus trugarez dirak va daoulagad.

13  Bremañ e pedan ac’hanout, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, gra din anavezout da hentoù; ra anavezin ac’hanout evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad. Evesha ivez penaos ar bobl-mañ eo da bobl.

14  An AOTROU a lavaras: Va bezañs a yelo ganit hag e roin dit diskuizh.

15  Moizez a lavaras: Ma ne zeu ket da vezañs, na ra ket deomp pignat ac’hann.

16  Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c’horre an douar.

17  An AOTROU a lavaras da Voizez: Ober a rin ar pezh a lavarez, rak kavet ec’h eus trugarez dirak va daoulagad.

18  Moizez a lavaras: Me az ped, diskouez din da c’hloar.

19  An AOTROU a lavaras: Lakaat a rin da dremen va holl vadelezh dirak da zremm hag e kriin anv an AOTROU dirazout. Me a raio trugarez d’an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.

20  Hag e lavaras: Ne c’helli ket gwelout va dremm, rak an den ne c’hell ket gwelout ac’hanon ha bevañ.

21  Hag e lavaras: Setu ul lec’h tost din; en em zerc’hel a ri war ar roc’h

22  hag e c’hoarvezo penaos pa dremeno va gloar, e lakain ac’hanout e kleuz ar roc’h hag e c’holoin ac’hanout gant va dorn betek ma vin tremenet.

23  Hag e tennin va dorn kuit, hag em gweli a-dreñv, met va dremm ne weli ket.

 

Pennad 34

An div daolenn nevez. An emglev adnevezet

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Gra div daolenn vaen evel ar re gentañ, hag e skrivin war an daolenn-se ar gerioù a oa war an taolennoù kentañ ac’h eus torret.

2  Bez prest a-benn beure; pign adalek ar beure war Venez Sinai, en em zalc’h dirazon war-lein ar menez.

3  Ra ne bigno den ganit, ha zoken ra n’en em ziskouezo den war ar menez holl. Ra ne beuro na deñved na ejened zoken tost d’ar menez.

4  Moizez a reas div daolenn vaen evel ar re gentañ, a savas beure-mat hag a bignas war Venez Sinai, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ. Hag e kemeras en e zorn an div daolenn vaen.

5  An AOTROU a ziskennas er goabrenn, en em zalc’has gantañ hag a grias anv an AOTROU.

6  An AOTROU a dremenas dirazañ hag a grias: An AOTROU, an AOTROU! An Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded,

7  a vir e drugarez betek ar milvet rumm, a bardon an direizhder, an disentidigezh hag ar pec’hed, met na zalc’h ket an hini kablus evit didamall, hag a gastiz fazioù an tadoù war o mibien ha war vibien o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.

8  Moizez a stouas hag a azeulas.

9  Lavarout a reas: AOTROU, da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra gerzho an AOTROU en hon touez, rak ur bobl eo a c’houzoug reut, pardon hon direizhder hag hor pec’hed, hon dalc’h evel da hêrezh.

10  Eñ a respontas: Setu e ran un emglev. Ober a rin dirak da holl bobl burzhudoù n’int ket bet graet war an douar holl ha nag e-touez pobl ebet. An holl bobl a welo oberenn an AOTROU, rak ar pezh ez an d’ober ganit a vo un dra spontus.

11  Laka evezh d’ar pezh a c’hourc’hemennan dit hiziv. Setu, ez an da gas kuit dirazout an Amoreaned, ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.

12  En em vir d’ober emglev gant tud ar vro emaout o vont enni, gant aon na vint ur stign evidout.

13  Er c’hontrol e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù hag e troc’hot o Asheraoù (= doueezoù).

14  Ne stoui ket dirak un doue all rak an AOTROU en em c’halv un Doue gwarizius; un Doue gwarizius eo.

15  Ne ri ket a emglev gant tud ar vro, gant aon pa en em roint d’ar gasterezh gant o doueoù ha pa aberzhint d’o doueoù, na bedo unan bennak anezho ha na zebri eus o aberzhoù.

16  Ne gemeri eus e verc’hed evit da vibien, gant aon e verc’hed, oc’h en em reiñ d’ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d’en em reiñ d’ar gasterezh gant o doueoù.

17  Ne ri ket dit doueoù teuzet.

18  Mirout a ri gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc’hemennet dit en amzer miz Abib (= an tañvouezennoù), rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt.

19  Kement a zigor ar mammog a zo din, ha da holl loened par kentañ-ganet, loened bras pe loened bihan.

20  Dasprenañ a ri gant un oan pep kentañ-ganet eus an azen, ha ma ne zasprenez ket anezhañ, e torri dezhañ ar gouzoug. Dasprenañ a ri ivez pep kentañ-ganet eus an dud e-touez da vibien, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.

21  Labourat a ri c’hwec’h devezh, met d’ar seizhvet deiz e tiskuizhi, zoken en amzer an douar-labour hag an eost.

22  Lidañ a ri gouel ar sizhunioù en amzer ar frouezh kentañ eus eost ar gwinizh, ha gouel an eost e dibenn ar bloaz.

23  Teir gwech ar bloaz en em ziskouezo an holl wazed ac’hanoc’h dirak an Aotrou, an AOTROU Doue Israel.

24  Rak kas a rin kuit ar pobloù dirazout hag ec’h astennin da harzoù. Den ne c’hoantaio da vro pa bigni evit en em ziskouez teir gwech ar bloaz dirak an AOTROU da Zoue.

25  Ne ginnigi ket gwad va aberzh gant bara goet. Aberzh gouel ar Pask ne dremeno ket an noz betek ar beure.

26  Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.

27  An AOTROU a lavaras da Voizez: Skriv ar gerioù-mañ, rak hervez dalc’h ar gerioù-mañ em eus graet un emglev ganit ha gant Israel.

28  Eñ a voe eno gant an AOTROU daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, ha ne zebras ket bara ha ne evas ket dour. Hag e skrivas war an taolennoù komzoù an emglev, an dek komz.

Dremm skedus Moizez

29  Moizez a ziskennas a-ziwar Menez Sinai; an div daolenn eus an Testeni a oa e dorn Moizez pa ziskennas a-ziwar ar menez, ha ne ouie ket penaos kroc’hen e zremm a oa deuet da vezañ skedus e-pad ma komze gant Doue.

30  Aaron hag holl vibien Israel a welas Moizez ha setu, kroc’hen e zremm a lugerne, hag o doa aon o tostaat outañ.

31  Moizez o galvas, Aaron hag holl re gentañ ar vodadenn a zeuas d’e gavout ha Moizez a gomzas outo.

32  Goude-se, holl vibien Israel a dostaas hag e c’hourc’hemennas dezho kement en doa lavaret an AOTROU war Venez Sinai.

33  Moizez a echuas da gomz outo; hag e lakaas ur ouel war e zremm.

34  Pa’z ae Moizez dirak an AOTROU evit komz outañ, e lame ar ouel betek ma’z ae kuit, neuze ez ae er-maez hag e lavare da vibien Israel ar pezh a veze bet gourc’hemennet dezhañ.

35  Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc’hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma’z ae evit komz gant an AOTROU.

 

Pennad 35

Ar sabad meneget a-nevez

1  Moizez a zastumas holl vodadenn mibien Israel hag a lavaras: Setu amañ an traoù en deus gourc’hemennet an AOTROU d’ober.

2  Al labour a vo graet e-pad c’hwec’h devezh, met ar seizhvet devezh a vo evidoc’h un dra santel, ar sabad-diskuizh evit an AOTROU. Piv bennak a raio ul labour en deiz-se a vo lakaet d’ar marv.

3  Ne vo ket enaouet a dan en hini eus ho tiez da zeiz ar sabad.

Profoù evit an tabernakl

4  Moizez a gomzas da holl vodadenn mibien Israel hag a lavaras: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU. Lavaret en deus:

5  Kemerit eus ho traoù ur prof evit an AOTROU. Pep den a galon vat a zegaso profoù d’an AOTROU, aour, arc’hant, arem,

6  limestra, tane, ruz-moug, lin fin, blev givri,

7  krec’hin tourzed livet e ruz ha krec’hin a liv hiasint, koad kasia,

8  eoul evit ar c’hantolor, louzoù-frondus evit eoul an oleviadur hag evit an ezañs a c’hwezh-vat,

9  mein oniks ha mein evit sterniañ an efod hag ar gwisk-bruched.

10  An holl dud skiantek en ho touez a zeuio hag a raio kement en deus gourc’hemennet an AOTROU,

11  an tabernakl, e deltenn hag e c’holo, e glochedoù, e blenk, e varrennoù, e golonennoù, e sichennoù,

12  an arc’h hag e varrennoù, al lec’h-a-drugarez, ar ouel evit goleiñ,

13  an daol hag he barrennoù, hec’h holl draoù, ar baraoù a ginnig,

14  ar c’hantolor hag e draoù, e lampoù, an eoul evit ar c’hantolor,

15  aoter an ezañs hag he barrennoù, eoul an oleviadur, an ezañs a c’hwezh-vat, rideoz an nor evit digor an tabernakl,

16  aoter al loskaberzhoù, he c’hael arem, he barrennoù hag hec’h holl draoù, al laouer gant he foñs,

17  lienoù al leurenn, he c’holonennoù, he sichennoù ha rideoz dor al leurenn,

18  peulioù an tabernakl, peulioù al leurenn hag o c’herdin,

19  gwiskamantoù ar servij evit ober ar servij er santual, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien.

20  Holl vodadenn mibien Israel a zeuas er-maez a-zirak Moizez.

21  Ar re holl a gase o c’halon anezho a zeuas, ar re holl a lakae o spered anezho d’henn ober a zegasas ur prof d’an AOTROU evit oberenn teltenn an engalv, evit hec’h holl servijoù hag evit ar gwiskamantoù santel.

22  Ar wazed a zeuas gant ar gwragez. Ar re holl a oa a galon vat a zegasas kelc’hioù-brec’h, lagadennoù, gwalinier, kelc’hennoù, pep seurt traoù kaer en aour; pep hini a ginnigas ur prof aour bennak d’an AOTROU.

23  Ar re holl o doa en o ziez limestra, tane, ruz-moug, lin fin, blev givri, krec’hin tourzed livet e ruz ha krec’hin a liv hiasint o degasas.

24  Ar re holl o doa peadra evit reiñ ur prof arc’hant pe arem o degasas evit o c’hinnig d’an AOTROU. Ar re holl o doa en o ziez koad kasia evit labour ar servij en degasas.

25  An holl wragez skiantek a nezas gant o daouarn hag a zegasas ar pezh o doa nezet, al limestra, an tane, ar ruz-moug hag al lin fin.

26  An holl wragez a oa douget o c’halon di hag a oa skiantek a nezas blev givri.

27  Re gentañ ar bobl a zegasas mein oniks ha mein evit sterniañ an efod hag ar gwisk-bruched,

28  louzoù-frondus hag eoul evit ar c’hantolor, evit eoul an oleviadur hag evit an ezañs a c’hwezh-vat.

29  Mibien Israel a zegasas d’an AOTROU profoù a volontez vat, ar wazed hag ar gwragez a lakae o c’halon anezho da lodenniñ el labour holl en doa gourc’hemennet an AOTROU dre c’henoù Moizez.

Artizaned leuniet gant ar Spered

30  Moizez a lavaras da vibien Israel: Sellit, an AOTROU en deus galvet dre e anv Bezaleel mab Uri mab Hur eus meuriad Juda.

31  Leuniet en deus anezhañ gant Spered Doue, e skiant, en ijin hag e gouiziegezh, evit pep seurt labourioù,

32  evit ijinañ traoù, evit labourat war an aour, war an arc’hant ha war an arem,

33  evit benañ hag ensterniañ mein talvoudus, evit kizellañ ar c’hoad, evit ober pep seurt labourioù.

34  Roet en deus dezhañ ivez ar c’houestoni da zeskiñ, dezhañ ha da Oholiab mab Ahizamak eus meuriad Dan.

35  Lakaet en deus ijin enno evit ma raint pep seurt labourioù a vicherour, a vroder hag a wiader e livioù disheñvel, e limestra, e tane, e ruz-mouk, e lin fin, e gwiaderezh; ober a reont pep seurt labour hag int ampart e traoù nevez.

 

Pennad 36

Oberiadur an tabernakl: ar goloioù

1  Bezaleel, Oholiab hag an holl dud skiantek en doa lakaet an AOTROU ijin ha gouiziegezh enno da c’houzout ober pep tra evit servij ar santual, a reas kement en doa gourc’hemennet an AOTROU.

2  Moizez a c’halvas Bezaleel, Oholiab hag an holl dud skiantek en doa lakaet an AOTROU ijin en o c’halon, ar re holl a lakae o c’halon anezho da dostaat evit ober al labour,

3  hag e kemerjont a-zirak Moizez an holl brofoù o doa degaset mibien Israel d’ober pep tra evit servij ar santual. Hag e voe degaset dezhañ c’hoazh bep beure profoù a volontez vat.

4  Neuze an holl dud skiantek a rae holl labour ar santual a guitaas pep hini anezho al labour a rae,

5  hag a zeuas da lavarout da Voizez: Ar bobl a zegas kalz muioc’h eget n’eus ezhomm evit servij al labour en deus gourc’hemennet Doue ober.

6  Dre urzh Moizez e voe kriet dre ar c’hamp: Ra ne raio na gwaz na gwreg labour ebet ken evit prof ar santual. Evel-se e voe miret ouzh ar bobl degas tra ebet.

7  Hag e voe a-walc’h a draoù evit an holl labourioù da ober. Bez’ e voe zoken a re.

8  An holl dud skiantek a rae labour an tabernakl a reas dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a voe graet evel un oberenn arzour.

9  Hirder ur pallenn a oa eizh ilinad warn-ugent (~ 14 m) ha ledander an hevelep pallenn a oa pevar ilinad (~ 2 m). An holl ballennoù o doa an hevelep ment.

10  Pemp pallenn a voe staget an eil ouzh eben, hag ar pemp all a voe ivez staget an eil ouzh eben.

11  Graet e voe ivez lasoù limestra war vord ar pallenn kentañ, e penn an dastum, hag e voe graet an hevelep tra da vord ar pallenn diwezhañ, en eilvet dastum.

12  Graet e voe hanter-kant las d’ar pallenn kentañ, hag e voe graet hanter-kant las da vord ar pallenn a vo en eilvet dastum. Al lasoù a voe an eil a-dal d’egile.

13  Graet e voe hanter-kant kloched aour, hag e voe unanet an eil pallenn d’egile gant ar c’hlochedoù, evit ma vefe an tabernakl en ur pezh hepken.

14  Graet e voe pallennoù blev girvi, evit servijañ da deltenn war an tabernakl. Graet e voe unnek pallenn evel-se.

15  Hirder ur pallenn a oa tregont ilinad (~ 15 m) ha ledander an hevelep pallenn a oa pevar ilinad (~ 2 m). An unnek pallenn o doa an hevelep ment.

16  Unanet e voe pemp eus ar pallennoù-se a-du, hag ar c’hwec’h pallenn all a-du.

17  Graet e voe hanter-kant las war vord ar pallenn diwezhañ eus an dastum, hag hanter-kant las war vord ar pallenn eus an eilvet dastum.

18  Graet e voe hanter-kant kloched arem evit dastum an deltenn, evit ma raje ur pezh hepken.

19  Graet e voe evit an deltenn ur golo krec’hin tourzed livet e ruz, hag ur golo krec’hin a liv hiasint dreist.

Ar plenk hag o sichennoù

20  Graet e voe evit an tabernakl plenk koad kasia a voe lakaet da zerc’hel en o sav.

21  Hirder ur plankenn a oa dek ilinad (~ 5 m) ha ledander an hevelep plankenn a oa un ilinad hanter (~ 75 cm).

22  Bez’ e oa daou zalc’h da bep plankenn, da stagañ an eil ouzh egile. Graet e voe en hevelep doare evit holl blenk an tabernakl.

23  Graet e voe eta ar plenk evit an tabernakl: ugent plankenn evit kostez ar su, war-zu ar c’hreisteiz.

24  Dindan an ugent plankenn e voe graet daou-ugent sichenn arc’hant, evit e zaou zalc’h, ha div sichenn dindan ur plankenn all, evit e zaou zalc’h.

25  Graet e voe ugent plankenn evit kostez all an tabernakl, war-zu an hanternoz,

26  hag o daou-ugent sichenn arc’hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

27  Graet e voe c’hwec’h plankenn evit foñs an tabernakl, war-zu ar c’huzh-heol.

28  Graet e voe daou blankenn, evit kognoù an tabernakl, er foñs;

29  doubl e oant adalek an traoñ, ha doubl e oant, staget mat, ouzh krec’h, betek al lagadenn gentañ. Evel-se e voe graet evito o-daou, evit an daou gogn.

30  Bez’ e oa eta eizh plankenn hag o c’hwezek sichenn arc’hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

31  Graet e voe pemp barrenn koad kasia evit ar plenk eus ur c’hostez d’an tabernakl,

32  ha pemp barrenn evit plenk ar c’hostez all d’an tabernakl, ha pemp barrenn evit kostez an tabernakl a oa er foñs, war-zu ar c’huzh-heol.

33  Graet e voe barrenn ar c’hreiz a oa e-kreiz ar plenk hag a yae eus ur penn d’ar penn all.

34  Goloet e voe ar plenk gant aour, hag e voe graet o lagadennoù gant aour evit lakaat ar barrennoù, hag e voe goloet ar barrennoù gant aour.

Ar ouel hag ar rideoz

35  Graet e voe ur ouel limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; graet e voe evel un oberenn arzour gant cherubined.

36  Graet e voe dezhi peder c’holonenn kasia goloet gant aour. O zachoù a oa en aour, hag e voe teuzet dezho peder sichenn arc’hant.

37  Evit digor an deltenn, e voe graet ur rideoz limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; un oberenn broderezh e oa.

38  Graet e voe e bemp kolonenn hag o zachoù, hag e voe goloet gant aour o zogennoù hag o zriklennoù; o femp sichenn a oa en arem.

 

Pennad 37

Arc’h an Testeni

1  Bezaleel a reas an arc’h e koad kasia, hirder an arc’h a oa daou ilinad hanter (~ 1.25 m), he ledander un ilinad hanter (~ 75 cm), hec’h uhelder un ilinad hanter (~ 75 cm).

2  He goloas gant aour glan en diabarzh hag en diavaez, hag e lakaas warni ur gurunenn aour tro-dro.

3  Teuziñ a reas peder lagadenn aour a lakaas ouzh he fevar c’horn, div lagadenn ouzh ur c’hostez, ha div lagadenn ouzh ar c’hostez all.

4  Ober a reas barrennoù e koad kasia hag o goloas gant aour.

5  Hag e lakaas ar barrennoù el lagadennoù e kostezioù an arc’h, evit dougen an arc’h ganto.

6  Ober a reas al lec’h-a-drugarez gant aour glan, e hirder a oa daou ilinad hanter (~ 1.25 m) hag e ledander un ilinad hanter (~ 75 cm).

7  Hag e reas daou cherubin aour. Ober a reas anezho gant ar morzhol, e daou benn al lec’h-a-drugarez,

8  ur cherubin er penn-mañ hag ur cherubin er penn all. Ober a reas ar cherubined o tont kuit eus al lec’h-a-drugarez en e zaou benn.

9  Ar cherubined a astenne o eskell d’an nec’h, o c’holeiñ gant o eskell al lec’h-a-drugarez, hag o dremmoù a oa an eil etrezek egile. Dremmoù ar cherubined a oa troet etrezek al lec’h-a-drugarez.

Taol ar baraoù a ginnig

10  Ober a reas un daol e koad kasia, he hirder a oa daou ilinad (~ 1 m), he ledander un ilinad (~ 50 cm), hec’h uhelder un ilinad hanter (~ 75 cm).

11  He goleiñ a reas gant aour glan, hag e lakaas warni ur gurunenn aour en-dro.

12  Ober a reas en-dro dezhi ur rizenn a bevar biz (~ 8 cm), hag e reas d’ar rizenn-se ur gurunenn aour en-dro.

13  Teuziñ a reas dezhi peder lagadenn aour, hag e lakaas al lagadennoù-se ouzh ar pevar c’horn a oa ouzh he fevar zroad.

14  Al lagadennoù a oa tost d’ar rizenn, da zegemer barrennoù evit dougen an daol.

15  Ober a reas ar barrennoù e koad kasia hag o goloas gant aour, hag e oa douget an daol ganto.

16  Ober a reas an traoù a dlee bezañ war an daol, he fladoù, he zasoù, he listri hag hec’h hanafoù evit an evajoù-kinnig. O ober a reas gant aour glan.

Ar c’hantolor aour glan

17  Ober a reas ar c’hantolor aour glan. Ar c’hantolor a voe graet gant ar morzhol; e droad, e skourroù, e galiroù, e avaloù hag e vleunioù a oa a-bezh gantañ.

18  C’hwec’h skourr a zeue eus e gostezioù, tri skourr eus ar c’hantolor eus ur c’hostez, ha tri skourr eus ar c’hantolor eus ar c’hostez all.

19  Bez’ e oa tri c’halir e doare alamandez ouzh ur skourr, gant aval ha bleunienn, ha tri c’halir e doare alamandez ouzh ar skourr all, gant aval ha bleunienn. Bez’ e oa en hevelep doare evit ar c’hwec’h skourr a zeue er-maez eus ar c’hantolor.

20  Bez’ e oa er c’hantolor e-unan pevar c’halir e doare alamandez, pep hini gant e avaloù hag e vleunioù,

21  un aval dindan daou skourr a zeue kuit, un aval all dindan daou skourr all, ha c’hoazh un aval dindan an daou skourr all, evit ar c’hwec’h skourr a zeue er-maez eus ar c’hantolor.

22  An avaloù hag ar bleunioù a oa lamet dioutañ. Bez’ e oa holl eus ur pezh hepken, graet gant ar morzhol en aour glan.

23  Ober a reas e seizh lamp, e c’hevelioù hag e bodoù-ludu en aour glan.

24  Ober a reas anezhañ, gant e holl draoù, eus un talant (~ 30 kg) aour glan.

Aoter an ezañs

25  Ober a reas aoter an ezañs e koad kasia; he hirder a oa un ilinad (~ 50 cm) hag he ledander un ilinad (~ 50 cm); karrezek e oa hag hec’h uhelder a oa daou ilinad (~ 1 m). Kerniel a zeue er-maez eus an aoter.

26  He goloas gant aour glan, ar gorre, ar c’hostezioù tro-dro hag ar c’herniel, hag e lakaas warni ur gurunenn aour en-dro.

27  Ober a reas div lagadenn aour dindan he c’hurunenn en he daou gostez. O lakaat a reas en daou gostez, da zegemer barrennoù evit he dougen.

28  Ober a reas ar barrennoù e koad kasia hag o goloas gant aour.

29  Ober a reas an eoul evit an oleviadur santel, hag an ezañs glan a c’hwezh-vat, graet hervez ijin ar fronder.

 

Pennad 38

Aoter al loskaberzhoù

1  Ober a reas aoter al loskaberzhoù e koad kasia, e hirder a oa pemp ilinad (~ 2.5 m) hag e ledander pemp ilinad (~ 2.5 m). Karrezek e oa hag e uhelder a oa tri ilinad (~ 1.5 m).

2  Ober a reas ouzh he fevar c’horn kerniel a zeue er-maez eus an aoter, hag o goloas gant arem.

3  Ober a reas holl draoù an aoter, ar podoù, ar palioù, an hanafoù, ar fourchetezioù, ar podoù-glaou-bev; hag e reas hec’h holl draoù gant arem.

4  Ober a reas evit an aoter ur gael evel un dreilh, en arem, a lakaas dindan bardell an aoter, adalek an traoñ, hag an dreilh a save betek kreiz an aoter.

5  Teuziñ a reas peder lagadenn a lakaas ouzh pevar c’horn ar gael en arem, da zegemer ar barrennoù.

6  Ober a reas ar barrennoù e koad kasia hag o goloas gant arem.

7  Lakaat a reas ar barrennoù el lagadennoù a oa ouzh kostezioù an aoter evit he dougen ganto. Hec’h ober a reas kleuz, gant plenk.

Al laouer arem

8  Ober a reas al laouer arem gant he foñs arem, gant melezourioù ar merc’hed a servije, a rae ar servij ouzh digor teltenn an engalv.

Al leurenn

9  Ober a reas al leurenn. Evit kostez ar su, war-zu ar c’hreisteiz, e oa evit al leurenn lienoù e lin fin plañsonet, eus kant ilinad (~ 50 m) a hirder,

10  hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem. Tachoù ar c’holonennoù hag o zriklennoù a oa en arc’hant.

11  Evit kostez an norzh, war-zu an hanternoz, e oa kant ilinad (~ 50 m) a lienoù, hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem, ha tachoù ar c’holonennoù hag o zriklennoù en arc’hant.

12  Evit kostez ar c’hornôg, war-zu ar c’huzh-heol, e oa hanter-kant ilinad (~ 25 m) a lienoù, gant o dek kolonenn hag o dek sichenn, ha tachoù ar c’holonennoù hag o zriklennoù en arc’hant.

13  Evit kostez a-ziaraok, war-zu ar sav-heol, e oa hanter-kant ilinad (~ 25 m),

14  pemzek ilinad (~ 7.5 m) a lienoù evit ur gazel, gant o zeir c’holonenn hag o zeir sichenn,

15  pemzek ilinad (~ 7.5 m) a lienoù evit an eil kazel, a oa en tu all eus dor al leurenn, gant o zeir c’holonenn hag o zeir sichenn.

16  Holl lienoù al leurenn, tro-war-dro, a oa e lin fin plañsonet.

17  Sichennoù ar c’holonennoù a oa en arem, tachoù ar c’holonennoù hag o zriklennoù a oa en arc’hant, o zogennoù a oa goloet gant arc’hant. Holl golonennoù al leurenn a oa staget gant triklennoù arc’hant.

18  Rideoz dor al leurenn a oa un oberenn broderezh e limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; e hirder a oa ugent ilinad (~ 10 m) hag e uhelder, evel ledander lienoù al leurenn, a oa pemp ilinad (~ 2.5 m).

19  O feder c’holonenn hag o feder sichenn a oa en arem, o zachoù a oa en arc’hant, o zogennoù a oa goloet gant arc’hant, o zriklennoù a oa en arc’hant.

20  An holl beulioù evit an tabernakl hag evit al leurenn tro-dro a oa en arem.

Danvezioù implijet

21  Setu kontoù an tabernakl, tabernakl an Testeni, a voe graet war urzh Moizez gant al Levited, dindan renerezh Itamar mab Aaron an aberzhour.

22  Bezaleel mab Uri mab Hur eus meuriad Juda a reas kement en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez,

23  ha gantañ Oholiab mab Ahizamak eus meuriad Dan, engraver, ijiner ha broder e limestra, e tane, e ruz-moug hag e lin fin.

24  An holl aour a oa implijet evit al labour, en holl labourioù ar santual, hag a oa aour ar profoù, a oa nav zalant warn-ugent ha seizh kant tregont sikl (~ 870 kg ha 7300 g), hervez sikl ar santual.

25  Arc’hant ar vodadenn a voe niveret a oa kant talant ha mil seizh kant pemzek sikl ha tri-ugent (~ 3 t ha 18 kg), hervez sikl ar santual,

26  un hanter sikl dre benn, an hanter eus ur sikl, hervez sikl (~ 10 g) ar santual, evit kement a dremenas dre an niveradeg, adalek ugent vloaz ha dreistoc’h, da lavarout eo evit c’hwec’h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant den.

27  Bez’ e voe eta kant talant (~ 3 t) arc’hant evit teuziñ sichennoù ar santual ha sichennoù ar ouel, kant sichenn evit kant talant, un talant dre sichenn.

28  Gant ar mil seizh kant pemzek sikl ha tri-ugent (~ 18 kg), e voe graet an tachoù evit ar c’holonennoù, goloet e voe o zogennoù, hag e voent staget dre driklennoù.

29  Arem ar profoù a voe dek talant ha tri-ugent (~ 2.1 t) ha daou vil pevar c’hant sikl (~ 24 kg).

30  Graet e voe ganto sichennoù digor teltenn an engalv, an aoter arem, he c’hael, holl draoù an aoter,

31  sichennoù al leurenn tro-dro, sichennoù dor al leurenn, holl beulioù an tabernakl hag holl beulioù al leurenn tro-dro.

 

Pennad 39

Gwiskamantoù an aberzhour-meur

1  Gant limestra, tane ha ruz-moug e rejont gwiskamantoù evit ar servij, evit ober ar servij er santual, hag e rejont ar gwiskamantoù santel evit Aaron, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

An efod

2  Ober a rejont an efod gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet.

3  Astennet e voe laonennoù aour, hag e voent troc’het e neudennoù da gemmeskañ gant al limestra, gant an tane, gant ar ruz-moug ha gant al lin fin, evel un oberenn arzour.

4  Graet e voe dezhañ skoazgennoù evit e stagañ; en em stagañ a rae evel-se dre e zaou benn.

5  Lakaet e voe ur gouriz dreist an efod, hag e oa eus an hevelep pezh hag eus an hevelep labour, graet gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

6  Mein oniks a voe kelc’hiet gant lagadoù aour, hag anvioù mibien Israel a voe engravet warno, evel ma labour an engraver-sielloù.

7  Lakaet e voent war skoazgennoù an efod evel mein-eñvor evit mibien Israel, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

Ar gwisk-bruched

8  Graet e voe ar gwisk-bruched evel un oberenn arzour, eus an hevelep labour hag an efod, gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet.

9  Karrezek e oa; graet e voe ar gwisk-bruched doubl, e hirder a oa ur rahouennad (~ 25 cm) hag e ledander ur rahouennad (~ 25 cm); doubl e oa.

10  Sterniet e voe ennañ peder renkad vein; ar renkad kentañ: un agatenn-ruz, un topaz, un emrodez;

11  an eil renkad: ur skarbouklenn, ur safirenn, un diamant;

12  an deirvet renkad: un opalenn, un agatenn, un ametist;

13  ar bedervet renkad: ur c’hrizolit, un oniks, ur yalp. Ar mein-se a voe sterniet gant aour en o gwarnisadur.

14  Ar vein a oa, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e oant evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad.

15  Graet e voe war ar gwisk-bruched chadennoùigoù aour glan, tortiset e doare kordennoùigoù.

16  Graet e voe daou lagad aour ha div lagadenn aour, hag e voe lakaet an div lagadenn ouzh daou benn ar gwisk-bruched.

17  Lakaet e voe an div gordennig aour en div lagadenn e pennoù ar gwisk-bruched.

18  Daou benn an div gordennig a voe lakaet en daou lagad lec’hiet war skoazgennoù an efod, war an diaraog.

19  Graet e voe div lagadenn aour, a voe lakaet ouzh daou benn all ar gwisk-bruched, war ar vevenn a oa ouzh kostez an efod, en diabarzh.

20  Graet e voe div lagadenn aour, a voe lakaet ouzh div skoazgenn an efod, en traoñ, war an diaraog, a-geñver d’ar junt, dreist gouriz an efod.

21  Staget e voe ar gwisk-bruched dre e lagadennoù ouzh lagadennoù an efod gant ur gordennig limestra, evit ma talc’hje war gouriz an efod ha na zistagje ket ar gwisk-bruched diouzh an efod, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

Sae an efod

22  Graet e voe sae an efod e gwiadenn, en he fezh gant limestra.

23  Bez’ e oa e-kreiz ar sae un digor evel digor ur jakoun, hag e oa ur vevenn d’an digor tro-war-dro evit na fregje ket.

24  Lakaet e voe ouzh he gouremoù greunadez limestra, tane ha ruz-mouk, e neud plañsonet,

25  graet e voe kleierigoù aour glan, hag e voe lakaet ar c’hleierigoù etre ar greunadez ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro etre ar greunadez,

26  ur c’hloc’hig aour hag ur c’hreunadezenn, ur c’hloc’hig aour hag ur c’hreunadezenn, ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro, evit ober ar servij, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

An tonegoù hag an talgen a santelezh

27  Graet e voe an tonegoù e lin fin, e gwiadenn, evit Aaron hag evit e vibien,

28  an diarenn e lin fin, ar mintroù e lin fin evit o c’haerder, ar brageier e lin, lin fin plañsonet,

29  ar gouriz e lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, en oberenn broderezh, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

30  Graet e voe gant aour glan an talgen, ar gurunenn santel, hag e voe skrivet warnañ evel labour engraver-sielloù: SANTELEZH D’AN AOTROÙ.

31  Lakaet e voe ennañ ur gordennig limestra; eñ a oa war an diarenn, ouzh krec’h, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

Moizez a wel an tabernakl

32  Evel-se e voe echuet holl labour an tabernakl, teltenn an engalv. Mibien Israel a rejont evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez; ober a rejont evel-se.

33  Hag e tegasjont an tabernakl da Voizez, an deltenn hag hec’h holl draoù, ar c’hlochedoù, ar plenk, ar barrennoù, ar c’holonennoù, ar sichennoù,

34  ar golo e krec’hin tourzed livet e ruz, ar golo e krec’hin a liv hiasint, ar ouel a zisparti,

35  arc’h an Testeni gant he barrennoù, al lec’h-a-drugarez,

36  an daol gant hec’h holl draoù, ar baraoù a ginnig,

37  ar c’hantolor glan gant e lampoù, al lampoù kempennet, e holl draoù, an eoul evit ar c’hantolor,

38  an aoter aour, eoul an oleviadur, an ezañs a c’hwezh-vat, ar rideoz evit digor an deltenn,

39  an aoter arem gant he c’hael arem, he barrennoù, hec’h holl draoù, al laouer gant he foñs,

40  lienoù al leurenn, he c’holonennoù, he sichennoù, rideoz dor al leurenn gant e gerdin, e beulioù, an holl draoù evit servij an tabernakl, evit teltenn an engalv,

41  gwiskamantoù ar servij evit ober ar servij er santual, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien.

42  Mibien Israel o doa graet an holl labour hervez kement en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

43  Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.

 

Pennad 40

An tabernakl a zo savet

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  D’an deiz kentañ eus ar miz kentañ, e savi an tabernakl, teltenn an engalv.

3  Lakaat a ri arc’h an Testeni hag e c’holoi an arc’h gant ar ouel.

4  Degas a ri an daol hag e lakai warni ar pezh a dle bezañ lakaet. Degas a ri ar c’hantolor hag ec’h enaoui e lampoù.

5  Lakaat a ri an aoter aour evit an ezañs dirak arc’h an Testeni, hag e lakai ar rideoz ouzh digor an tabernakl.

6  Lakaat a ri aoter al loskaberzhoù dirak digor an tabernakl, teltenn an engalv.

7  Lakaat a ri al laouer etre teltenn an engalv hag an aoter, hag e lakai dour enni.

8  Lakaat a ri al leurenn tro-dro, hag e lakai ar rideoz ouzh dor al leurenn.

9  Kemer a ri eoul an oleviadur hag ec’h olevi an tabernakl ha kement a zo ennañ, hag e santelai anezhañ gant e holl draoù. Hag e vo santel.

10  Oleviñ a ri aoter al loskaberzhoù hag hec’h holl draoù, hag e santelai an aoter. Hag an aoter a vo santel-meurbet.

11  Oleviñ a ri al laouer gant he foñs, hag e santelai anezhi.

12  Lakaat a ri Aaron hag e vibien da dostaat ouzh digor teltenn an engalv, hag e walc’hi anezho gant dour.

13  Gwiskañ a ri Aaron gant ar gwiskamantoù santel hag ec’h olevi anezhañ, hag e santelai anezhañ, evit ma servijo ac’hanon evel aberzhour.

14  Lakaat a ri e vibien da dostaat, hag e wiski anezho gant an tonegoù,

15  hag ec’h olevi anezho evel ma ez po olevet o zad, evit ma servijint ac’hanon evel aberzhourien. O oleviadur a roio dezho da vezañ aberzhourien da viken, a rummadoù da rummadoù.

16  Moizez a reas hervez kement en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se.

17  D’an deiz kentañ eus ar miz kentañ eus an eil bloaz, e voe savet an tabernakl.

18  Moizez a savas an tabernakl, hag e lakaas e sichennoù, hag e lakaas e blenk, hag e lakaas e varrennoù, hag e savas e golonennoù.

19  Astenn a reas an deltenn war an tabernakl, hag e lakaas golo an deltenn dreist, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

20  Kemer a reas an Testeni hag en lakaas en arc’h, hag e lakaas ar barrennoù d’an arc’h, hag e lakaas al lec’h-a-drugarez war an arc’h, dreist.

21  Degas a reas an arc’h en tabernakl, hag e lakaas ar ouel a zisparti evit goleiñ arc’h an Testeni, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

22  Lakaat a reas an daol e teltenn an engalv ouzh kostez an tabernakl a oa war-zu an hanternoz, en diavaez d’ar ouel,

23  hag e fichas warni ar baraoù kempenn-mat dirak an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

24  Lakaat a reas ar c’hantolor e teltenn an engalv, a-dal d’an daol, ouzh kostez an tabernakl a oa war-zu ar c’hreisteiz.

25  Enaouiñ a reas al lampoù dirak an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

26  Lakaat a reas an aoter aour e teltenn an engalv dirak ar ouel,

27 hag e lakaas eno da vogediñ an ezañs a c’hwezh-vat, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

28  Lakaat a reas ar rideoz ouzh digor an tabernakl.

29  Lakaat a reas aoter al loskaberzhoù dirak digor an tabernakl, teltenn an engalv, hag e kinnigas warni al loskaberzh hag ar brofadenn, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

30  Lakaat a reas al laouer etre teltenn an engalv hag an aoter, hag e lakaas dour enni evit ar walc’hidigezh.

31  Moizez hag Aaron hag e vibien a walc’he enni o daouarn hag o zreid.

32  Pa’z aent da deltenn an engalv ha pa dostaent ouzh an aoter, en em walc’hent, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

33  Fichañ a reas al leurenn en-dro d’an tabernakl ha d’an aoter, hag e lakaas ar rideoz ouzh dor al leurenn. Evel-se Moizez a echuas al labour.

Gloar an AOTROU a leugn an tabernakl

34  Hag ar goabrenn a c’holoas teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU a leunias an tabernakl,

35  en doare na c’hellas ket Moizez mont e teltenn an engalv, rak ar goabrenn en em zalc’he warni ha gloar an AOTROU a leunie an tabernakl.

36  A-hed o c’herzhadegoù, pa save ar goabrenn a-ziwar gorre an tabernakl, mibien Israel a yae kuit;

37  met pa ne save ket ar goabrenn, ned aent ket betek an deiz ma save.

38  Koabrenn an AOTROU a oa war an tabernakl e-pad an deiz, hag an tan a oa e-pad an noz, dirak holl di Israel a-hed o c’herzhadegoù.

Publicités