13 1 Danevelloù

LEVR KENTAÑ AN DANEVELLOÙ

 

Pennad 1

1  Adam, Sed, Enoz,

2  Kenan, Mahalaleel, Jered,

3  Enok, Metushela, Lemek,

4  Noe, Sem, Cham, Jafed.

5  Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek, Tiraz.

6  Mibien Gomer a voe: Ashkenaz, Difad, Togarma.

7  Mibien Javan a voe: Elisha, Tarsisa, Kitim, Rodanim.

8  Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud, Kanaan.

9  Mibien Kush a voe: Saba, Havila, Sabta, Raema, Sabteka. Mibien Raema a voe: Seba ha Dedan.

10  Kush a voe tad da Nimrod, a zeuas da vezañ galloudek war an douar.

11  Mizraim a voe tad d’al Ludim, d’an Ananim, d’al Lehabim, d’an Naftuhim,

12  d’ar Batruzim, d’ar Gasluhim, ma’z eo deuet diouto ar Filistined, ha d’ar Gaftorim.

13  Kanaan a voe tad da Sidon e gentañ-ganet, da Hed,

14  d’ar Jebuziz, d’an Amoreaned, d’ar C’hirgazianed,

15  d’an Hevianed, d’an Arkianed, d’ar Sinianed,

16  d’an Arvadianed, d’ar Zemarianed, d’an Hamatianed.

17  Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud, Aram, Uz, Hul, Geter, Meshek.

18  Arpaksad a voe tad da Shelak. Shelak a voe tad da Eber.

19  Ganet eo bet daou vab da Eber: Unan a voe anvet Peleg, rak en e amzer e voe rannet an douar, hag e vreur a voe anvet Joktan.

20  Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak,

21  Hadoram, Uzal, Dikla,

22  Ebal, Abimael, Seba,

23  Ofir, Havila, Jobab; an holl re-se a voe mibien Joktan.

24  Sem, Arpaksad, Shelak,

25  Eber, Peleg, Rehu,

26  Serug, Nakor, Terak,

27  Abram, hag a zo Abraham.

28  Mibien Abraham a voe: Izaak hag Ismael.

29  Setu amañ o lignez: Kentañ-ganet Ismael a voe Nebajod, ha goude Kedar, Adbeel, Mibsam,

30  Mishma, Duma, Masa, Hadad, Tema,

31  Jetur, Nafish, Kedma; ar re-se a voe mibien Ismael.

32  Ketura, serc’h Abraham, a c’hanas mibien: Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak, Shuak. Mibien Jokshan a voe: Sheba ha Dedan.

33  Mibien Madian a voe: Efa, Efer, Abida, Eldaa. An holl re-se a voe mibien Ketura.

34  Abraham a voe tad da Izaak. Mibien Izaak a voe: Ezaü hag Israel.

35  Mibien Ezaü a voe: Elifaz, Reuel, Jeush, Jaelam, Kora.

36  Mibien Elifaz a voe: Teman, Omar, Zefi, Gaetam, Kenaz, Timna, Amalek.

37  Mibien Reuel a voe: Nahad, Zerak, Shamma, Mizza.

38  Mibien Seir a voe: Lotan, Shobal, Zibeon, Ana, Dishon, Ezer, Dishan.

39  Mibien Lotan a voe: Hori hag Homam. Timna a voe c’hoar Lotan.

40  Mibien Shobal a voe: Aljan, Manahad, Ebal, Shefi, Onam. Mibien Zibeon a voe: Aya hag Ana.

41  Mab Ana a voe: Dishon. Mibien Dishon a voe: Hamram, Eshban, Jitran, Keran.

42  Mibien Ezer a voe: Bilhan, Zaavan, Jaakan. Mibien Dishan a voe: Uz hag Aran.

43  Setu amañ ar rouaned o deus renet e bro Edom, a-raok ma renas ur roue war vibien Israel: Bela mab Beor, hag anv e gêr a oa Dinhaba.

44  Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec’h.

45  Jobab a varvas, hag Husham eus bro an Demaniz a renas en e lec’h.

46  Husham a varvas, hag Hadad mab Bedad a renas en e lec’h. Eñ eo a faezhas Madian e maezioù Moab; anv e gêr a oa Avid.

47  Hadad a varvas, ha Samla eus Masreka a renas en e lec’h.

48  Samla a varvas, ha Saül eus Reobod-war-ar-Stêr a renas en e lec’h.

49  Saül a varvas, ha Baal-Hanan mab Akbor a renas en e lec’h.

50  Baal-Hanan a varvas, hag Hadad a renas en e lec’h, hag anv e gêr a oa Pai, hag anv e wreg a oa Mehetabeel merc’h Matred merc’h Mezahab.

51  Hag Hadad a varvas. Ha pennoù-bras Edom a voe: ar penn-bras Timna, ar penn-bras Alja, ar penn-bras Jeted,

52  ar penn-bras Oholibama, ar penn-bras Ela, ar penn-bras Pinon,

53  ar penn-bras Kenaz, ar penn-bras Teman, ar penn-bras Mibzar,

54  ar penn-bras Magdiel, ar penn-bras Iram. Ar re-se a voe pennoù-bras Edom.

 

Pennad 2

1  Setu amañ mibien Israel: Ruben, Simeon, Levi, Juda, Isakar, Zabulon,

2  Dan, Jozef, Benjamin, Neftali, Gad, Aser.

3  Mibien Juda a voe: Er, Onan, Shela, an tri a voe ganet dezhañ eus merc’h Shua ar Gananeadez. Er, kentañ-ganet Juda, a voe drouk dirak an AOTROU, a reas anezhañ mervel.

4  Tamar, e verc’h-kaer, a c’hanas dezhañ: Perez ha Zerak. Holl vibien Juda: pemp.

5  Mibien Perez a voe: Hezron hag Hamul.

6  Mibien Zerak a voe: Zimri, Etan, Heman, Kalkol, Darah. Holl anezho: pemp.

7  Mab Karmi a voe: Akar, a drubuilhas Israel o pec’hiñ diwar-benn an traoù lakaet da verz.

8  Mab Etan a voe: Azaria.

9  Ar vibien bet ganet da Hezron a voe: Jerakmeel, Ram, Kelubai.

10  Ram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Nashon, priñs mibien Juda.

11  Nashon a voe tad da Salma. Salma a voe tad da Voaz.

12  Boaz a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.

13  Jese a voe tad da Eliab e gentañ-ganet, Abinadab an eil, Shimea an trede,

14  Natanael ar pevare, Raddai ar pempvet,

15  Ozem ar c’hwec’hvet, David ar seizhvet.

16  O c’hoarezed a voe: Zeruja hag Abigail. Mibien Zeruja a voe: Abishai, Joab, Asael, tri anezho.

17  Abigail a c’hanas Amasa; tad Amasa a voe Jeter an Ismaelad.

18  Kaleb mab Hezron a voe tad da vibien eus Azuba e wreg hag eus Jeriod. He mibien a voe: Jesher, Shobab, Ardon.

19  Azuba a varvas ha Kaleb a gemeras Efrad, a c’hanas dezhañ Hur.

20  Hur a voe tad da Uri, hag Uri a voe tad da Vezaleel.

21  Goude-se Hezron a yeas etrezek merc’h Makir tad Galaad, hag he c’hemeras en oad a dri-ugent vloaz; hi a c’hanas dezhañ Segub.

22  Segub a voe tad da Jair, en doe teir c’hêr warn-ugent e bro C’halaad.

23  Geshur hag Aram a gemeras dezho bourc’h Jair hag hini Kenad gant he c’hêriadennoù tro-dro, tri-ugent kêr. An holl re-se a voe mibien Makir tad Galaad.

24  Goude marv Hezron e Kaleb-Efrata, Abija gwreg Hezron a c’hanas dezhañ Ashur tad Tekoa.

25  Mibien Jerakmeel kentañ-ganet Hezron a voe: Ram e gentañ-ganet, Buna, hag Oren hag Ozem ganet eus Akija.

26  Jerakmeel en doe ur wreg all anvet Atara, a voe mamm da Onam.

27  Mibien Ram kentañ-ganet Jerakmeel a voe: Maaz, Jamin, Eker.

28  Mibien Onam a voe: Shammai ha Jada. Mibien Shammai a voe: Nadab hag Abishur.

29  Anv gwreg Abishur a voe Abihail, a c’hanas dezhañ: Akban ha Molid.

30  Mibien Nadab a voe: Seled hag Appaim. Seled a varvas hep mibien.

31  Mab Appaim a voe: Jishei. Mab Jishei a voe: Sheshan. Mab Sheshan a voe: Aklai.

32  Mibien Jada breur Shammai a voe: Jeter ha Jonatan. Jeter a varvas hep mibien.

33  Mibien Jonatan a voe: Peled ha Zara. Ar re-se a voe mibien Jerakmeel.

34  Sheshan n’en doe ket a vab met merc’hed. Sheshan en doa ur servijer Ejipsian anvet Jarka.

35  Sheshan a roas e verc’h da wreg da Jarka e servijer, hag e c’hanas dezhañ Atai

36  Atai a voe tad da Natan. Natan a voe tad da Zabad.

37  Zabad a voe tad da Eflal. Eflal a voe tad da Obed.

38  Obed a voe tad da Jehu. Jehu a voe tad da Azaria.

39  Azaria a voe tad da Halez. Halez a voe tad da Elasa.

40  Elasa a voe tad da Sismai. Sismai a voe tad da Shallum.

41  Shallum a voe tad da Jekamia. Jekamia a voe tad da Elishama.

42  Mibien Kaleb breur Jerakmeel a voe: Mesha e gentañ-ganet, a voe tad da Zif, ha mibien Maresha tad Hebron.

43  Mibien Hebron a voe: Kora, Tappuak, Rekem, Shema.

44  Shema a voe tad da Raham tad Jorkeam. Rekem a voe tad da Shammai.

45  Mab Shammai a voe: Maon. Maon a voe tad da Vet-Zur.

46  Efa serc’h Kaleb a c’hanas: Haran, Moza, Gazez. Haran a voe tad da C’hazez.

47  Mibien Jahdai a voe: Regem, Jotam, Geshan, Peled, Efa, Shaaf.

48  Maaka serc’h Kaleb a c’hanas: Sheber ha Tirhana.

49  Genel a reas ivez: Shaaf tad Madmana, Sheva tad Makbena ha tad Gibea. Merc’h Kaleb a voe: Aksa.

50  Ar re-mañ a voe mibien Kaleb: Shobal mab Hur kentañ-ganet Efrata tad Kirjad-Jearim,

51  Salma tad Betlehem, Haref tad Bet-Gader.

52  Mibien Shobal tad Kirjad-Jearim a voe: Haroe hag Hazi-Menuod.

53  Kerent Kirjad-Jearim a voe: ar Jetrianed, ar Butianed, ar Shumatiz, ar Vishraiz. Eus ar re-se eo deuet ar Zoreatiz hag an Estaoliz.

54  Mibien Salma a voe: Betlehem, an Netofatiz, Atrod, tiegezh Joab, Hazi-Menuod, ar Zoreianed.

55  Kerent ar skribed a oa o chom e Jabez a voe: an Diratiz, ar Shimeatiz, ar Sukatiz. Ar re-se a voe ar Genianed deuet eus Hamad tad tiegezh Rekab.

 

Pennad 3

1  Setu amañ mibien David a zo bet ganet dezhañ en Hebron: ar c’hentañ-ganet Amnon eus Akinoam eus Jizreel, an eil Daniel eus Abigail eus Karmel,

2  an trede Absalom mab Maaka merc’h Talmai roue Geshur, ar pevare Adonija eus Agid,

3  ar pempvet Shefatia eus Abital, ar c’hwec’hvet Jitream eus Egla e wreg.

4  Ar c’hwec’h-se a voe ganet dezhañ en Hebron, e-lec’h ma renas seizh vloaz ha c’hwec’h miz. Goude e renas e Jeruzalem tri bloaz ha tregont.

5  Setu amañ a re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shimea, Shobab, Natan, Salomon, o fevar eus Bath-Shua merc’h Amiel,

6  Jibhar, Elishama, Elifeled,

7  Noga, Nefeg, Jafia,

8  Elishama, Eliada, Elifeled, nav.

9  Ar re-se a voe holl vibien David, hep mibien ar serc’hed ha Tamar o c’hoar.

10  Mab Salomon a voe: Roboam, en doe ur mab: Abija, en doe ur mab: Asa, en doe ur mab: Jozafad,

11  en doe ur mab: Joram, en doe ur mab: Akazia, en doe ur mab Joaz,

12  en doe ur mab: Amazia, en doe ur mab: Azaria, en doe ur mab: Jotam,

13  en doe ur mab: Achaz, en doe ur mab: Ezekia, en doe ur mab: Manase,

14  en doe ur mab: Amon, en doe ur mab: Jozia.

15  Mibien Jozia a voe: ar c’hentañ-ganet Johanan, an eil Jojakim, an trede Sedesia, ar pevare Shallum.

16  Mibien Jojakim a voe: Jekonia e vab ha Sedesia e vab.

17  Mibien Jekonia a voe: Asir, Shealtiel e vab,

18  Malkiram, Pedaja, Shenazar, Jekamia, Hoshama, Nedabia.

19  Mibien Padaja a voe: Zorobabel ha Shimei. Mibien Zorobabel a voe: Meshullam, Hanania, Shelomid o c’hoar,

20  hag ivez: Hashuba, Ohel, Berekia, Hasadia, Jushab-Hesed, pemp.

21  Mibien Hanania a voe: Pelatia, Izaia, mibien Refaja, mibien Arnan, mibien Abdia, mibien Shekania.

22  Mab Shekania a voe: Shemaja. Mibien Shemaja a voe: Hattush, Jigal, Bariak, Nearia, Shafad, c’hwec’h.

23  Mibien Nearia a voe: Eljoenai, Ezekia, Azrikam, tri.

24  Mibien Eljoenai a voe: Hodaia, Eliashib, Pelaja, Akkub, Johanan, Delaja, Anani, seizh.

 

Pennad 4

1  Mibien Juda a voe: Farez, Hezron, Karmi, Hur, Shobal.

2  Reaja mab Shobal a voe tad da Jakad. Jakad a voe tad da Akumai ha Lahad. Ar re-se a voe tigezhioù ar Zoreatiz.

3  Setu amañ ar re a zo deuet eus tad Etam: Jizreel, Jishma, Jidbash, anv o c’hoar a oa Hazelelponi.

4  Penuel a voe tad da C’hedor, hag Ezer da Husha. Ar re-se a oa mibien Hur, kentañ-ganet Efrata tad Betlehem.

5  Ashur tad Tekoa en doe div wreg: Helea ha Naara.

6  Naara a c’hanas dezhañ: Akuzam, Hefer, Temeni, Akashtari. Ar re-se a voe mibien Naara.

7  Mibien Helea a voe: Zered, Zokar, Etnan.

8  Koz a voe tad da Anub, da Hazobeba, da diegezhioù Akarkel mab Harum.

9  Jabez a oa enoretoc’h eget e vreudeur, e vamm he doa e anvet Jabez o lavarout: Er boan eo em eus ganet anezhañ.

10  Jabez a c’halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac’hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac’hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac’har…! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.

11  Kelub breur Shuak a voe tad da Veir, a voe tad da Eshton.

12  Eshton a voe tad da diegezh Rafa, da Baseak, da Dekinna tad kêr Nakash. Ar re-se a voe tud Reka.

13  Mibien Kenaz a voe: Otniel ha Seraja. Mab Otniel a voe: Hatad.

14  Meonotai a voe tad da Ofra. Seraja a voe tad da Joab, tad traonienn ar vicherourien, rak micherourien e oant.

15  Mibien Kaleb mab Jefune a voe: Iru, Ela, Naam. Mab Ela a voe: Kenaz.

16  Mibien Jehaleleel a voe: Zif, Zifa, Tirja, Asareel.

17  Mibien Ezra a voe: Jeter, Mered, Efer, Jalon. Gwreg Mered a c’hanas: Miriam, Shammai, Jishbak tad Eshtemoa.

18  E wreg Jehudija a c’hanas: Jered tad Gedor, Heber tad Soko, Jekutiel tad Zanoak. Ar re-se a voe mibien Bitja merc’h Faraon, a gemeras Mered da wreg.

19  Mibien gwreg Hodija, c’hoar Nakam, a voe: tad Keila ar Garmad hag Eshtemoa ar Maakatian.

20  Mibien Simon a voe: Amnon, Rinna, Ben-Hanan, Tilon. Mibien Jishei a voe: Zoked ha Ben-Zoked.

21  Mibien Shela mab Juda a voe: Er tad Leka, Laada tad Maresha, tiegezh kêr an oberourien a lin fin eus ti Ashbea,

22  Jokim, tud Kozeba, Joaz ha Saraf a renas war Voab, Jashubi-Lekem. Kement-se a zo traoù kozh.

23  Poderien e oant, hag en em zalc’hent er plantadegoù hag er parkeier, o vezañ o chom eno e-kichen ar roue, evit e labour.

24  Mibien Simeon a voe: Nemuel, Jamin, Jarib, Zerak, Saol,

25  Shallum e vab, Mibsam e vab, Mishma e vab.

26  Mibien Mishma a voe: Hamuel e vab, Zakkur e vab, Shimei e vab.

27  Shimei en doe c’hwezek mab ha c’hwec’h merc’h. E vreudeur n’o doe ket kalz a vibien, hag o holl diegezhioù ne liesaas ket kement ha mibien Juda.

28  Edont o chom e Beer-Sheba, e Molada, en Hazar-Shual,

29  e Bilha, en Ezem, e Tolad,

30  e Betuel, en Horma, e Ziklag,

31  e Bet-Markabod, en Hazar-Suzim, e Bet-Birei, e Shaaraim. Ar re-se a voe o c’hêrioù betek ma renas David.

32  Hag o c’hêriadennoù a voe: Etam, Ain, Rimmon, Token, Ashan, pemp kêr anezho,

33  hag o holl gêriadennoù en-dro d’ar c’hêrioù-se, betek Baal. Ar re-se a voe o chomlec’hioù hag o lignez.

34  Meshobab, Jamlek, Josha mab Amazia,

35  Joel, Jehu mab Joshibia mab Seraja mab Aziel,

36  Eljoenai, Jaakoba, Jeshokaja, Asaja, Adiel, Jesimiel, Benaja,

37  Ziza mab Shifei mab Allon mab Jedaja mab Shimri mab Shemaja,

38  ar re-se, dileuriet dre o anvioù, a oa priñsed en o ziegezhioù. Ha tiez o zadoù a greskas kalz.

39  Mont a rejont etrezek Gedor, betek sav-heol an draonienn, o klask peurvanoù evit o loened.

40  Hag e kavjont peurvanoù druz ha mat, hag ur vro ledan a bep tu, sioul hag e peoc’h, rak ar re a oa bet o chom eno diagent a ziskenne eus Cham.

41  Ar re-se, merket dre o anvioù, a zeuas en amzer Ezekia roue Juda hag a ziskarjont o zeltennoù hag ar Vaoniz a oa eno. Lakaat a rejont anezho da verz betek hiziv, hag ec’h annezjont en o lec’h, rak peurvanoù a oa eno evit o loened.

42  En o zouez, pemp kant den, mibien Simeon, a yeas da Venez Seir. Ouzh o fenn e oa Palatia, Nearia, Refaja hag Uziel, mibien Jishei.

43  Hag e skojont war nemorant tec’hidi Amalek, hag ec’h annezjont eno betek hiziv.

 

Pennad 5

1  Setu mibien Ruben kentañ-ganet Israel, rak eñ a oa ar c’hentañ-ganet; met dre m’en doa saotret gwele e dad, e henañded a voe roet da vibien Jozef mab Israel; koulskoude hemañ ne oa ket evit bezañ merket el lignezouriezh evel henañ.

2  Juda a voe galloudus e-touez e vreudeur, ha dioutañ eo deuet ur priñs, met an henañded a voe da Jozef.

3  Mibien Ruben kentañ-ganet Israel a voe: Enok, Palu, Hezron, Karmi.

4  Mibien Joel a voe: Shemaja e vab, Gog e vab, Shimei e vab,

5  Mika e vab, Reaja e vab, Baal e vab,

6  Beera e vab, a voe kaset en dalc’hidigezh gant Tilgad-Pilnezer roue Asiria. Eñ a oa priñs ar Rubeniz.

7  E vreudeur, hervez o ziegezhioù, evel ma’z int merket el lignezouriezh hervez o rummadoù, a voe: Jeiel ar penn, Zakaria,

8  Bela mab Azaz mab Shema mab Joel a oa o chom en Aroer betek Nebo ha Baal-Meon,

9  hag e oa o chom etrezek ar sav-heol e digor ar gouelec’h, adalek stêr an Eufratez, rak o zropelloù o doa liesaet e bro C’halaad.

10  En amzer Saül e rejont brezel d’an Hagareniz, a gouezhas etre o daouarn. Hag e chomjont en o zeltennoù, war-zu sav-heol Galaad.

11  Mibien Gad a oa o chom dirazo e bro Vasan, betek Salka.

12  Joel a voe an hini kentañ, Shafam an eil, ha Jaenai, ha Shafad, e Basan.

13  O breudeur, eus ti o zadoù, a voe: Mikael, Meshullam, Sheba, Jorai, Jaekan, Zia, Eber, seizh anezho.

14  Ar re-se a voe mibien Abishai mab Huri, mab Jaroak, mab Galaad, mab Mikael, mab Jeshishai, mab Jakdo, mab Buz.

15  Aki mab Abdiel, mab Guni, a voe penn-bras ti o zadoù.

16  Hag e voent o chom e Galaad, e Basan hag er c’hêriadennoù tro-dro, hag e douaroù en-dro da Saron, betek o harzoù.

17  An holl re-se a voe merket el lignezouriezh en amzer Jotam roue Juda hag en amzer Jeroboam roue Israel.

18  Mibien Ruben ha Gad hag hanter-veuriad Manase, a-douez an dud kadarn o tougen ar skoed hag ar c’hleze, o tennañ ar wareg hag akuitaet d’ar brezel, a oa pevar mil ha daou-ugent seizh kant tri-ugent o vont er-maez d’al lu.

19  Ober a rejont brezel d’an Hagareniz, a-enep Jetur, Nafish ha Nodab.

20  Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m’o doa lakaet o fiziañs ennañ.

21  Hag e tapjont o zropelloù: hanter-kant mil kañval, daou c’hant hanter-kant mil dañvad, daou vil azen, kant mil den.

22  Un niver bras anezho a gouezhas marv, rak ar brezel a zeue eus Doue. Hag e chomjont en o lec’h betek an harlu.

23  Mibien hanter-veuriad Manase a chomas er vro adalek Basan betek Baal-Hermon ha Senir, hag e Menez Hermon. Niverus e oant.

24  Setu amañ pennoù ti o zadoù: Hefer, Jishei, Eliel, Azriel, Jeremiaz, Hodaia, Jakdiel, tud kadarn, tud brudet, pennoù ti o zadoù.

25  Met a-enep Doue o zadoù e pec’hjont, hag e c’hastaoujont gant doueoù pobloù ar vro, en doa an AOTROU distrujet dirazo.

26  Doue Israel a atizas spered Pul roue Asiria ha spered Tilgad-Pilnezer roue Asiria, a harluas ar Rubeniz hag ar C’hadiz hag hanter-veuriad Manase, hag e kasas anezho da Galak, da Gabor, da Hara, betek stêr Gozan, hag e chomjont eno betek hiziv.

 

Pennad 6

1  Mibien Levi a voe: Gershon, Kehad, Merari.

2  Mibien Kehad a voe: Amram, Jizehar, Hebron, Uziel.

3  Mibien Amram a voe: Aaron, Moizez, Mari. Mibien Aaron a voe: Nadab, Abihu, Eleazar, Itamar.

4  Eleazar a voe tad da Fineaz. Fineaz a voe tad da Abishua.

5  Abishua a voe tad da Vukki. Bukki a voe tad da Uzzi.

6  Uzzi a voe tad da Zerakja. Zerakja a voe tad da Verajod.

7  Merajod a voe tad da Amaria. Amaria a voe tad da Akitub.

8  Akitub a voe tad da Zadok. Zadok a voe tad da Akimaaz.

9  Akimaaz a voe tad da Azaria. Azaria a voe tad da Johanan.

10  Johanan a voe tad da Azaria, an hini a servijas evel aberzhour en templ a savas Salomon e Jeruzalem.

11  Azaria a voe tad da Amaria. Amaria a voe tad da Akitub.

12  Akitub a voe tad da Zadok. Zadok a voe tad da Shallum.

13  Shallum a voe tad da Hilkija. Hilkija a voe tad da Azaria.

14  Azaria a voe tad da Seraja. Seraja a voe tad da Jehozadak.

15  Jehozadak a yeas kuit pa harluas an AOTROU Juda ha Jeruzalem dre zorn Nebukadnezar.

16  Mibien Levi a voe: Gershon, Kehad, Merari.

17  Setu amañ anvioù mibien Gershon: Libni ha Shimei.

18  Mibien Kehad a voe: Amram, Jizehar, Hebron, Uziel.

19  Mibien Merari a voe: Mahli, Mushi. Setu aze tiegezhioù al Levited, hervez o zadoù.

20  Gershon en doe Libni e vab, Jakad e vab, Zimma e vab,

21  Joak e vab, Iddo e vab, Zerak e vab, Jeaterai e vab.

22  Mibien Kehad a voe: Aminadab e vab, Kora e vab, Asir e vab,

23  Elkana e vab, Ebjasaf e vab, Asir e vab,

24  Takad e vab, Uriel e vab, Ozia e vab, Saol e vab.

25  Mibien Elkana a voe: Amasai hag Akimod,

26  Hag Elkana en doe mibien Elkana: Zofai e vab, Nahad e vab,

27  Eliab e vab, Jerokam e vab, Elkana e vab.

28  Mibien Samuel a voe: Vashni e gentañ-ganet hag Abija.

29  Mibien Merari a voe: Mahli, Libni e vab, Shimei e vab, Uzza e vab,

30  Shimea e vab, Hagia e vab, Asaja e vab.

31  Setu amañ ar re a voe lakaet gant David da eeunañ ar c’han e ti an AOTROU, adal ma voe an arc’h en ul lec’h diskuizh.

32  Ober a rejont servij ar c’han dirak tabernakl teltenn an engalv, ken n’en doe savet Salomon ti an AOTROU e Jeruzalem. Hag e raent o servij hervez ar reolenn a oa merket dezho.

33  Setu neuze ar re a servije gant o mibien. A-douez mibien ar Geatited: Heman ar c’haner, mab Joel, mab Samuel,

34  mab Elkana, mab Jerokam, mab Eliel, mab Toak,

35  mab Zuf, mab Elkana, mab Makad, mab Amasai,

36  mab Elkana, mab Joel, mab Azaria, mab Sofonia,

37  mab Takad, mab Asir, mab Ebjasaf, mab Kora,

38  mab Jizehar, mab Kehad, mab Levi, mab Israel;

39  e vreur Azaf, an hini en em zalc’he a-zehoù dezhañ, Azaf mab Berekia, mab Shimea,

40  mab Mikael, mab Baazeja, mab Malkija,

41  mab Etni, mab Zerak, mab Adaja,

42  mab Etan, mab Zimma, mab Shimei,

43  mab Jikad, mab Gershon, mab Levi;

44  mibien Merari, o breudeur, a-gleiz: Etan mab Kishi, mab Abdi, mab Maluk,

45  mab Hashabia, mab Amazia, mab Hilkija,

46  mab Amzi, mab Bani, mab Shemer,

47  mab Mahli, mab Mushi, mab Merari, mab Levi;

48  o breudeur, al Levited, a oa karget eus an holl servijoù eus tabernakl ti an AOTROU.

49  Aaron hag e vibien a lakae da vogediñ war aoter al loskaberzh ha war aoter ar c’hwezh-vat, hag e oant karget eus pep servij el lec’h santel-meurbet, hag e raent dic’haou evit Israel hervez kement en doa gourc’hemennet Moizez servijer an AOTROU.

50  Setu amañ mibien Aaron: Eleazar e vab, Fineaz e vab, Abishua e vab,

51  Bukki e vab, Uzzi e vab, Zerakja e vab,

52  Merajod e vab, Amaria e vab, Akitub e vab,

53  Zadok e vab, Akimaaz e vab.

54  Setu amañ o chomlec’hioù, hervez o c’hlozioù, en o harzoù. Da vibien Aaron eus tiegezh ar Gehatited, pa voe tennet d’ar sord evito,

55  e voe roet Hebron e bro Juda gant he fabourzioù tro-dro.

56  Met da Galeb mab Jefune e voe roet kêr hag he c’hêriadennoù.

57  Da vibien Aaron e voe roet kêrioù-repuiñ Hebron, Libna gant he fabourzioù, Jattir hag Eshtemoa gant o fabourzioù,

58  Hilen gant he fabourzioù, Debir gant he fabourzioù,

59  Ashan gant he fabourzioù, Bet-Shemesh gant he fabourzioù,

60  hag eus meuriad Benjamin, Geba gant he fabourzioù, Alemed gant he fabourzioù, Anatod gant he fabourzioù. O holl gêrioù a oa trizek kêr, hervez o ziegezhioù.

61  Da vibien Kehad a vane eus tiegezh ar meuriad-mañ, e voe roet dre ar sord dek kêr eus an hanter-veuriad, eus hanter Vanase.

62  Da vibien Gershon, hervez o ziegezhioù, e voe roet trizek kêr, eus meuriad Isakar, eus meuriad Aser, eus meuriad Neftali, eus meuriad Manase e Basan.

63  Da vibien Merari, hervez o ziegezhioù, e voe roet dre ar sord daouzek kêr, eus meuriad Ruben, eus meuriad Gad, eus meuriad Zabulon.

64  Mibien Israel a roas d’al Levited ar c’hêrioù-se gant o fabourzioù.

65  Reiñ a rejont dre ar sord, eus meuriad mibien Juda, eus meuriad mibien Simeon, eus meuriad mibien Benjamin, ar c’hêrioù-se a zo merket dre o anvioù.

66  Da diegezhioù all mibien Kehad, e voe roet kêrioù eus tiriad meuriad Efraim.

67  Roet e voe dezho kêrioù-repuiñ Sichem gant he fabourzioù e menez Efraim, Gezer gant he fabourzioù,

68  Jokmeam gant he fabourzioù, Bet-Horon gant he fabourzioù,

69  Ajalon gant he fabourzioù, Gad-Rimmon gant he fabourzioù;

70  hag eus hanter-veuriad Manase, Aner gant he fabourzioù, Bileam gant he fabourzioù, a voe roet da diegezhioù mibien all Kehad a vane.

71  Da vibien Gershon, e voe roet eus tiegezhioù an hanter-veuriad Manase, Golan e Basan gant he fabourzioù, Ashtarod gant he fabourzioù,

72  eus meuriad Isakar, Kedesh gant he fabourzioù, Dobrad gant he fabourzioù,

73  Ramod gant he fabourzioù, Anem gant he fabourzioù,

74  eus meuriad Aser, Mashal gant he fabourzioù, Abdon gant he fabourzioù,

75  Hukok gant he fabourzioù, Reob gant he fabourzioù,

76  eus meuriad Neftali, Kedesh e Galilea gant he fabourzioù, Hammon gant he fabourzioù, Kirjataim gant he fabourzioù.

77  Da vibien Merari, ar re a vane, e voe roet eus meuriad Zabulon, Rimmono gant he fabourzioù, Tabor gant he fabourzioù,

78  hag en tu all d’ar Jordan, a-dal da Jeriko, etrezek sav-heol ar Jordan, eus meuriad Ruben, Bezer er gouelec’h gant he fabourzioù, Jahza gant he fabourzioù,

79  Kedemod gant he fabourzioù, Mefaad gant he fabourzioù,

80  eus meuriad Gad, Ramod e Galaad gant he fabourzioù, Mahanaim gant he fabourzioù,

81  Hesbon gant he fabourzioù, Jaezer gant he fabourzioù.

 

Pennad 7

1  Mibien Isakar a voe: Tola, Pua, Jashub, Shimron, pevar anezho.

2  Mibien Tola a voe: Uzzi, Refaja, Jeriel, Jakmai, Jibsam, Samuel, pennoù tiez o zadoù, eus Tola, brezelourien galonek en o rummadoù. O niver en amzer David a oa daou vil warn-ugent c’hwec’h kant.

3  Mab Uzzi a voe: Jizrakja. Mibien Jizrakja a voe: Mikael, Abdia, Joel, Jishija, pemp penn holl anezho.

4  Ha ganto, hervez o rummadoù hag hervez tiez o zadoù, e oa bagadoù soudarded evit ar brezel: c’hwec’h mil den ha tregont anezho, rak o doa kalz gwragez ha mibien.

5  Hag o breudeur, hervez holl diegezhioù Isakar, brezelourien galonek, a oa seizh mil ha pevar-ugent, merket el lignezouriezh.

6  Mibien Benjamin a voe: Bela, Beker, Jediael, tri anezho.

7  Mibien Bela a voe: Ezbon, Uzzi, Uziel, Jerimod, Iri, pemp penn-bras tiez o zadoù, brezelourien galonek, a oa daou vil warn-ugent pevar ha tregont, merket el lignezouriezh.

8  Mibien Beker a voe: Zemira, Joaz, Eliezer, Eljoenai, Omri, Jerimod, Abija, Anatod, Alamed, an holl re-se a voe mibien Beker,

9  merket el lignezouriezh hervez o rummadoù, evel pennoù tiez o zadoù, brezelourien galonek, e oant ugent mil daou c’hant.

10  Mab Jediael a voe: Bilhan. Mibien Bilhan a voe: Jeush, Benjamin, Ehud, Kenaana, Zetan, Tarsiz, Akishakar,

11  an holl re-se a voe mibien Jediael, pennoù tiez o zadoù, brezelourien galonek, hag e oant seitek mil daou c’hant o vont d’an arme evit ar brezel.

12  Shuppim hag Huppim a voe mibien Ir. Hushim a voe mab Aker.

13  Mibien Neftali a voe: Jahziel, Guni, Jezer, Shallum, mibien Bilha.

14  Mab Manase: Asriel, a c’hanas e serc’h siriat; genel a reas Makir tad Galaad.

15  Makir a gemeras ur wreg eus Huppim hag eus Shuppim. Anv e c’hoar a oa Maaka. Anv e eil mab a oa Zelofkad. Zelofkad en doe merc’hed.

16  Maaka gwreg Makir a c’hanas ur mab hag a anvas anezhañ Peresh. Anv e vreur a oa Sheresh, hag e vibien a oa Ulam ha Rekem.

17  Mab Ulam a voe: Bedan. Ar re-se a voe mibien Galaad mab Makir mab Manase.

18  E c’hoar Hammoleked a c’hanas: Ishod, Abiezer, Mahla.

19  Mibien Shemida a voe: Akian, Sichem, Likhi, Aniam.

20  Mibien Efraim a voe: Shutela, Bered e vab, Takad e vab, Eleada e vab, Takad e vab,

21  Zabad e vab, Shutela e vab, hag Ezer hag Elead. Tud Gad, bet ganet er vro, a lazhas anezho dre ma oant diskennet da dapout o zropelloù.

22  Efraim o zad a voe er c’hañv e-pad kalz a zeizioù, hag e vreudeur a zeuas d’e frealziñ.

23  Hag ez eas etrezek e wreg, a goñsevas hag a c’hanas ur mab, hag ec’h anvas anezhañ Beria, dre ma oa ar gwalleur en e di.

24  E verc’h a voe: Sheera, a savas Bet-Horon-Izelañ, Bet-Horon-Uhelañ hag Uzzen-Sheera.

25  E vab a voe Refak, Resehef, Telak e vab, Tahan e vab,

26  Laadan e vab, Amihud e vab, Elishama e vab,

27  Nun e vab, Jozue e vab.

28  O dalc’hioù hag o chomlec’hioù a voe: Betel hag ar c’hêriadennoù tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c’huzh-heol, Gezer hag ar c’hêriadennoù tro-dro, Sichem hag ar c’hêriadennoù tro-dro, betek Gaza hag ar c’hêriadennoù tro-dro.

29  Mibien Manase a berc’hennas: Bet-Shean hag ar c’hêriadennoù tro-dro, Taanak hag ar c’hêriadennoù tro-dro, Megiddo hag ar c’hêriadennoù tro-dro, Dor hag ar c’hêriadennoù tro-dro. Er c’hêrioù-se e voe o chom mibien Jozef mab Israel.

30  Mibien Aser a voe: Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, Serak o c’hoar.

31  Mibien Beria a voe: Heber, Malkiel, a voe tad da Virzavid.

32  Heber a voe tad da Jafled, da Shomer, da Hotam, da Shua o c’hoar.

33  Mibien Jafled a voe: Pasak, Bimhal, Ashvad. Ar re-se a voe mibien Jafled.

34  Mibien Shomer a voe: Aki, Rohega, Hubba, Aram.

35  Mibien e vreur Helem a voe: Zofak, Jimna, Shelesh, Amal.

36  Mibien Zofak a voe: Suak, Harnefer, Shual, Beri, Jimra,

37  Bezer, Hod, Shamma, Shilsha, Jitran, Beera.

38  Mibien Jeter a voe: Jefune, Pispa, Ara.

39  Mibien Ulla a voe: Arak, Haniel, Rizia.

40  An holl re-se a voe mibien Aser, pennoù tiez o zadoù, tud an dibab, brezelourien galonek, pennoù ar renerien, o niver a oa c’hwec’h mil warn-ugent, merket el lignezouriezh evit ar brezel.

 

Pennad 8

1  Benjamin a voe tad da Vela e gentañ-ganet, Ashbel an eil, Akrak an trede,

2  Noka ar pevare, Rafa ar pempvet.

3  Mibien Bela a voe: Adar, Gera, Abihud,

4  Abishua, Naaman, Akoak,

5  Gera, Shefufan, Huram.

6  Ar re-se a oa mibien Ehud; ar re-se a oa pennoù tadoù tud Geba, hag e voent treuzdouget da Vanahad:

7  Naaman, Akija, Gera, hemañ eo o dougas. Tad e voe da Uzza ha da Akikud.

8  Shakaraim en doe mibien e bro Voab, goude bezañ kaset kuit Hushim ha Baara e wragez

9  Hag eus Hodesh e wreg e voe tad da Jobab, Zibia, Mesha, Malkam,

10  Jeuz, Shokja, Mirma. Ar re-se a voe e vibien, pennoù tadoù.

11  Eus Hushim e voe tad da Abitub hag Elpaal.

12  Mibien Elpaal a voe: Eber, Misham, Shemer, a savas Ono ha Lod hag ar c’hêriadennoù tro-dro.

13  Beria ha Shema a voe pennoù tadoù tud Ajalon, hag e lakajont da dec’hout annezidi Gad.

14  Akjo, Shashak, Jeremoth,

15  Zebadja, Arad, Eder,

16  Mikael, Jishfa, Joha a voe mibien Beria.

17  Zebadja, Meshullam, Hizki, Heber,

18  Jishmerai, Jizlia, Jobab a voe mibien Elpaal.

19  Jakim, Zikri, Zabdi,

20  Elienai, Ziltai, Eliel,

21  Adaja, Beraja, Shimrad a voe mibien Shimei.

22  Jishpan, Eber, Eliel,

23  Abdon, Zikri, Hanan,

24  Hanania, Elam, Antotija,

25  Jifdeja, Penuel a voe mibien Shashak.

26  Shamsherai, Shekaria, Atalia,

27  Jaareshia, Elija, Zikri a voe mibien Jerokam.

28  Ar re-se a voe pennoù tadoù, ar pennoù hervez o rummadoù a oa o chom e Jeruzalem.

29  Tad Gabaon a voe o chom e Gabaon, anv e wreg a oa Maaka.

30  E vab kentañ-ganet a voe Abdon, ha goude: Zur, Kish, Baal, Nadab,

31  Gedor, Akjo, Zeker.

32  Miklod a voe tad da Shimea. Hag e oant o chom ivez e-kichen o breudeur, e Jeruzalem gant o breudeur.

33  Ner a voe tad da Gish. Kish a voe tad da Saol. Saol a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.

34  Mab Jonatan a voe Meribbaal. Meribbaal a voe tad da Vika.

35  Mibien Mika a voe: Piton, Melek, Taerea, Akaz.

36  Akaz a voe tad da Jehoada. Jehoada a voe tad da Alemed, Azmaved, Zimri. Zimri a voe tad da Voza.

37  Moza a voe tad da Vinea, a voe tad da Rafa, a voe tad da Eleaza, a voe tad da Azel.

38  Azel en doe c’hwec’h mab, setu amañ o anvioù: Azrikam, Bokru, Ismael, Shearia, Abdia, Hanan. An holl re-se a voe mibien Azel.

39  Mibien Eshek e vreur a voe: Ulam e gentañ-ganet, Jeush an eil, Elifeled an trede.

40  Mibien Ulam a voe brezelourien galonek o tennañ ar wareg; hag o doe kalz a vibien hag a vibien-vihan: kant hanter-kant. An holl re-se a voe mibien Benjamin.

 

Pennad 9

1  Holl re Israel a voe enrollet el lignezouriezh, ha setu ez int marilhet e Levr Rouaned Israel. Ha Juda a voe harluet da Vabilon en abeg d’o difealded.

2  Hag an dud kentañ a voe o chom en o dalc’hioù, en o c’hêrioù, a voe an Israeliz, an aberzhourien, al Levited hag an Netiniz.

3  E Jeruzalem e voe o chom eus mibien Juda, eus mibien Benjamin, eus mibien Efraim ha Manase.

4  Utai mab Amihud mab Omri mab Imri mab Bani mab Perez mab Juda.

5  Eus ar Shiloniz: Asaja ar c’hentañ-ganet hag e vibien.

6  Eus mibien Zerak: Jeuel hag e vreudeur, c’hwec’h kant dek ha pevar-ugent.

7  Eus mibien Benjamin: Sallu mab Meshullam mab Hodaia mab Asenua;

8  Jibneja mab Jerokam; Ela mab Uzzi mab Mikri; Meshullam mab Shefatia mab Reuel mab Jibneja;

9  o breudeur, hervez o lignez, nav c’hant c’hwec’h hag hanter-kant. An holl dud-se a voe pennoù tadoù, hervez ti o zadoù.

10  Eus an aberzhourien: Jedaja; Jehojarib; Jakin;

11  Azaria mab Hilkija mab Meshullam mab Zadok mab Merajod mab Akitub gouarnour ti Doue;

12  Adaja mab Jerokam mab Pashur mab Malkija; Maasai mab Adiel mab Jakzera mab Meshullam mab Meshillemid mab Immer;

13  o breudeur pennoù tiez o zadoù, mil seizh kant tri-ugent, tud kalonek evit labour ar servij e ti Doue.

14  Eus al Levited: Shemaja mab Hashub mab Azrikam mab Hashabia, eus mibien Merari;

15  Bakbakkar; Heresh; Galal; Matania mab Mika mab Zikri mab Azaf;

16  Abdia mab Shemaja mab Galal mab Jedutun; Berekia mab Asa, mab Elkana, a oa o chom e kêriadennoù an Netofatiz.

17  Ar borzhierien: Shallum; Akkub; Talmon; Akiman; o breudeur; Shallum a oa ar penn,

18  ha betek bremañ ez int ouzh dor ar Roue, ouzh ar sav-heol. Ar re-se a zo ar borzhierien evit kamp mibien Levi.

19  Shallum mab Kora, mab Ebjasaf, mab Kora, hag e vreudeur eus tiegezh Kora, ar Gorahiz, o doa karg ar servij eus diwaller treuzoù an deltenn. O zadoù o doa diwalet digor kamp an AOTROU.

20  Fineaz mab Eleazar a oa bet o fenn gwechall, hag an AOTROU a oa gantañ.

21  Zakaria mab Meshelemia a oa porzhier ouzh digor teltenn an engalv.

22  An holl re a voe dibabet da vezañ porzhierien ouzh an treuzoù a oa daou c’hant daouzek. Merket e voent el lignezouriezh hervez o c’hêriadennoù; David ha Samuel an diouganer en doa o lakaet en o c’harg.

23  Int hag o mibien a ziwalle dorojoù ti an AOTROU, ti an deltenn.

24  Bez’ e oa porzhierien er pevar avel, ouzh ar sav-heol, ouzh ar c’huzh-heol, ouzh an hanternoz, ouzh ar c’hreisteiz.

25  O breudeur a oa er c’hêriadennoù o doa da zont d’o c’havout, a amzer da amzer, e-pad seizh devezh.

26  Rak ar pevar fenn-porzhier o doa en o c’harg da eveshaat war ar c’hambroù ha war deñzorioù ti Doue. Levited e oant.

27  En em zerc’hel a raent e-pad an noz en-dro da di Doue, rak ar gward anezhañ a oa dezho, hag o doa ar garg d’e zigeriñ bep mintin.

28  Bez’ e oa ivez darn hag a oa lakaet war listri ar servij, rak niveret e oant pan o c’hasent e-barzh, ha niveret e oant pan o c’hasent er-maez

29  Bez’ e oa ivez darn hag a oa lakaet war al listri all ha war draoù all ar santual, war ar flour bleud, ar gwin, an eoul, an ezañs, al louzoù-frondus.

30  Ar re a rae ar c’hwezh-vat gant ispisoù a oa mibien an aberzhourien.

31  Matitia, a-douez al Levited, kentañ-ganet Shallum ar C’horahiz, en doa ar garg eus ar gwestell poazhet er paelonoù.

32  E-touez mibien ar Gehatited, o breudeur, e oa ar re o doa ar garg eus ar baraoù a ginnig, da fichañ pep sabad.

33  Ar re-se a oa ar ganerien, pennoù tadoù al Levited, hag e oant o chom er c’hambroù, divec’h diouzh kargoù all, dre ma tleent bezañ er servij deiz ha noz.

34  Ar re-se a oa pennoù tadoù al Levited, pennoù hervez o rummadoù, hag e oant o chom e Jeruzalem.

35  Jeiel tad Gabaon a oa o chom e Gabaon. Anv e wreg a oa Maaka.

36  E vab kentañ-ganet a voe Abdon, ha goude: Zur, Kish, Baal, Ner, Nadab,

37  Gedor, Akjo, Zakaria, Miklod.

38  Miklod a voe tad da Shimeam. Hag e voent o chom ivez a-dal d’o breudeur e Jeruzalem, gant o breudeur.

39  Ner a voe tad da Gish, ha Kish a voe tad da Saül. Saül a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.

40  Mab Jonatan a voe Merib-Baal. Merib-Baal a voe tad da Vika.

41  Mibien Mika a voe: Piton, Melek, Takrea,

42  hag Akaz a voe tad da Jaera. Jaera a voe tad da Alemed, Azmaved, Zimri. Zimri a voe tad da Voza.

43  Moza a voe tad da Vinea, en doe da vab Refaja, en doe da vab Eleaza, en doe da vab Azel.

44  Azel en doe c’hwec’h mab ha setu o anvioù: Azrikam, Bokru, Ismael, Shearia, Abdia, Hanan. Ar re-se a voe mibien Azel.

 

Pennad 10

1  Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec’has dirak a Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.

2  Ar Filistined a redas war-lerc’h Saül hag e vibien, hag e lazhjont Jonatan, Abinadab ha Malkishua, mibien Saül.

3  Nerzh an emgann a gouezhas war Saül. Ar waregerien a gavas anezhañ, hag en doe aon dirak ar waregerien.

4  Neuze Saül a lavaras d’an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc’hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.

5  Hag an hini a zouge e armoù, o welout e oa marvet Saül, en em daolas, eñ ivez, war e gleze hag a varvas.

6  Evel-se e varvas Saül hag e dri mab, hag e holl di a varvas a-gevret.

7  Holl dud Israel eus an draonienn, o welout e tec’hed hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c’hêrioù hag a dec’has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.

8  An deiz war-lerc’h, ar Filistined a zeuas da ziwiskañ ar re varv, hag e kavjont Saül hag e vibien astennet war venez Gilboa.

9  E ziwiskañ a rejont, hag e kasjont ganto e benn hag e armoù. Hag ec’h embannjont dre vro ar Filistined ar c’heloù, d’o idoloù ha d’ar bobl.

10  Lakaat a rejont e armoù e ti o doue, hag a stagjont e glopenn e ti Dagon.

11  Holl Jabez e Galaad a glevas kement o doa graet ar Filistined da Saül,

12  hag holl dud kadarn a savas hag a gemeras korf Saül ha korfoù e vibien d’o degas da Jabez. Sebeliañ a rejont o eskern dindan un dervenn e Jabez, hag e yunjont seizh deiz.

13  Evel-se e varvas Saül en abeg d’ar pec’hed en doa graet a-enep an AOTROU, a-enep komz an AOTROU n’en doa ket miret, dre m’en doa goulennataet ur spered evit kaout kuzul.

14  N’en doa ket klasket kuzul e-kichen an AOTROU, hag an AOTROU a lakaas anezhañ d’ar marv, hag a roas ar rouantelezh da Zavid mab Jese.

 

Pennad 11

1  Hag holl Israel a yeas da gavout David, da Hebron, en ur lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.

2  Diagent zoken, pa oa Saül roue, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU da Zoue en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn va fobl Israel.

3  Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec’h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.

4  Hag e kerzhas David hag holl Israel war Jeruzalem, hag a oa Jebuz; eno e oa ar Jebuziz, annezidi ar vro.

5  Annezidi Jebuz a lavaras da Zavid: Ne zeui ket amañ. Met David a dapas kreñvlec’h Sion, hag a zo kêr David.

6  David en doa lavaret: Piv bennak en devo skoet war ar Jebuziz da gentañ a vo penn-bras ha priñs. Ha Joab mab Zeruja a bignas da gentañ, hag e teuas da vezañ penn-bras.

7  David a annezas er c’hreñvlec’h, setu perak e voe anvet kêr David.

8  Sevel a reas kêr tro-dro, adalek Milho hag he zrowardroioù. Joab a aozas nemorant ar gêr.

9  Ha David a zeue da vezañ brasoc’h-brasañ, hag AOTROU an armeoù a oa gantañ.

10  Setu amañ pennoù an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhañ gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel.

11  Setu eta niver an dud kadarn a oa gant David: Jashobeam mab Hakmoni, penn an ofiserien. Hejañ a reas e c’hoaf war dri c’hant den, a lakaas da vervel en ur wech hepken.

12  War e lerc’h, Eleazar mab Dodo an Akokiad a oa unan eus an tri den kreñv.

13  Eñ a oa gant David e Pasdammim, e-lec’h ma oa en em zastumet ar Filistined evit an emgann. Bez’ e oa ul lodenn eus ur park leun a heiz, hag ar bobl a dec’he dirak ar Filistined.

14  Hag en em lakajont e-kreiz al lodenn-mañ, hag e tifennjont anezhi, hag e piljont ar Filistined. An AOTROU a roas dezho un dieubidigezh vras.

15  Tri eus an tregont penn a ziskennas war ar roc’h da gavout David e kev Adullam, pa oa ar Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.

16  David a oa neuze er c’hreñvlec’h, hag e-keit-se e oa gwarnizon ar Filistined e Betlehem.

17  David a c’hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evañ dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem?

18  Neuze an tri den-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem, hag en degasjont d’e ginnig da Zavid. Met David ne fellas ket dezhañ e evañ, hag e skuilhas anezhañ dirak an AOTROU.

19  Hag e lavaras: Ra viro ouzhin an AOTROU d’ober an dra-se. Hag ec’h evfen gwad an dud-se a zo aet war var o buhez? Rak e zegaset o deus war var o buhez. Ha ne fellas ket dezhañ evañ anezhañ. Setu ar pezh a reas an tri den kadarn-se.

20  Abishai breur Joab a oa penn an tri. Hejañ a reas e c’hoaf war dri c’hant den, hag o lazhas, hag en devoe brud e-touez an tri.

21  E-touez an tri e voe enoret muioc’h eget an daou all, hag e voe o fenn. Met ne oa ket kevatal d’an tri c’hentañ.

22  Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Lazhañ a reas daou zen eus ar re c’halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc’h.

23  Skeiñ a reas war un Ejipsian pemp ilinad (~ 2,50 m) sav dezhañ. An Ejipsian-se en doa en e zorn ur goaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader. Met eñ a ziskennas d’e gavout gant ur vazh, hag e tiframmas ar goaf eus dorn an Ejipsian, hag e lazhas anezhañ gant e c’hoaf.

24  Setu ar pezh a reas Benaja mab Jehojada, hag e voe brudet e anv e-touez an tri den kadarn.

25  Enoret e voe muioc’h eget an tregont, met ne oa ket kevatal d’an tri c’hentañ. David a lakaas anezhañ en e guzul.

26  Tud kadarn an arme a oa: Asael mab Joab, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,

27  Shammod an Haroriad, Helez ar Peloniad,

28  Ira mab Ikkesh an Tekoatad, Abiezer eus Anatod,

29  Sibbekai an Hushaiad, Ilai an Akoakiad,

30  Maharai an Netofatad, Heled an Akokiad,

31  Ithai mab Ribai eus Gibea eus mibien Benjamin, Benaja ar Piratoniad,

32  Hurai eus froudoù Gaash, Abiel an Arbatiad,

33  Azmaved ar Baharumad, Eliakba ar Shaalbonad,

34  mibien Hashem ar Gizoniad, Jonatan mab Shage an Harariad,

35  Akiam mab Sakar an Harariad, Elifal mab Ur,

36  Hefer ar Mekeratiad, Akija ar Peloniad,

37  Hezro eus Karmel, Naarai mab Ezbai,

38  Joel breur Natan, Mibkar mab Hagri,

39  Zelek an Ammonad, Nakrai ar Berotiad a zouge armoù Joab mab Zeruja,

40  Ira ar Jetrian, Gareb ar Jetrian,

41  Uri an Hitit, Zabad mab Aklai,

42  Adina mab Shina ar Rubenad, penn ar Rubeniz, ha tregont gantañ,

43  Hanan mab Maaka, Jozafad ar Mitniad,

44  Ozia an Ashteratiad, Shama ha Jehiel mibien Hotam an Aroeriad,

45  Jediael mab Shimri, Joka e vreur an Tiziad,

46  Eliel eus Makavim, Jeribai ha Joshavia mibien Elnaam, Jitma ar Moabad,

47  Eliel, Obed ha Jaasiel ar Mezobajad.

 

Pennad 12

1  Setu amañ ar re a yeas da gavout David da Ziklag, pa oa c’hoazh pellaet a-zirak Saül mab Kish. Int a oa e-touez an dud kadarn a skoazellas anezhañ er brezel,

2  armet gant gwaregi, e c’hellent teurel mein gant o dorn dehou ha gant o dorn kleiz, ha tennañ biroù gant o gwareg. Eus Benjamin e oant, a-douez breudeur Saül:

3  Akiezer ar penn ha Joaz, mibien Shemaa eus Gibea; Jeziel ha Peled mibien Azmaved; Beraka; Jehu eus Anatod,

4  Jishmaeja ar Gabaoniad, kadarn e-touez an tregont, ha dreist an tregont; Jeremiaz; Jakaziel; Jokanan; Jozabad ar Gederatad;

5  Eluzai; Jerimod; Bealia; Shemaria; Shefatia an Harufian;

6  Elkana; Jishija; Azareel, Joezer ha Jashobeam, ar Gorahiz;

7  Joela ha Zebadia mibien Jerokam eus Gedor.

8  A-douez ar C’hadiz, tud kadarn en em dennas e-kichen David d’ar c’hreñvlec’h er gouelec’h, tud a vrezel evit an emgann, ampart da embregañ ar skoed hag ar goaf, heñvel o dremmoù ouzh dremmoù leoned, herrek evel gazeled war ar menezioù:

9  Ezer ar penn, Abdia an eil, Eliab an trede,

10  Mishmanna ar pevare, Jeremiaz ar pempvet,

11  Atai ar c’hwec’hvet, Eliel ar seizhvet,

12  Jokanan an eizhvet, Elzabad an navet,

13  Jeremiaz an dekvet, Makbanai an unnekvet.

14  Ar re-se, a-douez mibien Gad, a voe ofiserien an arme. Unan a-douez ar re zisterañ a dalveze kant, hag an hini brasañ mil.

15  Ar re-se eo a dreuzas ar Jordan er miz kentañ, pa zic’hlanne dreist d’e ribloù. Hag e lakajont da dec’hout holl dud an traoniennoù, eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol.

16  Reoù eus mibien Benjamin ivez a zeuas da gavout David er c’hreñvlec’h.

17  David a yeas er-maez war arbenn dezho hag a gemeras ar gomz o lavarout: Mard oc’h deuet e peoc’h etrezek ennon, evit va skoazellañ, va c’halon a vo unanet ganeoc’h, met mard eo evit va zouellañ evit mad va enebourien, pa n’on kablus eus feulster ebet, ra vo gwelet ha dinac’het kement-se gant Doue hon tadoù.

18  Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc’h, Peoc’h dit! Ha peoc’h d’ar re a skoazell ac’hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.

19  Reoù eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d’ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak priñsed ar Filistined, goude bezañ en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d’e aotrou Saül, war var hor pennoù.

20  Pa zistroas da Ziklag, ar re-mañ eus Manase a yeas gantañ: Adnak, Jozabad, Jediael, Mikael, Jozabad, Elihu ha Ziltai, pennoù milieroù Manase.

21  Ar re-se a skoazellas David a-enep bandennoù, rak brezelourien gadarn e oant holl, hag e voent ofiserien en arme.

22  Ha bemdez e teue tud da Zavid evit e skoazellañ, betek ober ur c’hamp bras evel kamp Doue.

23  Setu amañ niveradeg an dud harnezet evit an arme a zeuas da gavout David da Hebron, evit reiñ dezhañ rouantelezh Saül, hervez urzh an AOTROU:

24  mibien Juda o tougen ar skoed hag ar goaf: c’hwec’h mil eizh kant, harnezet evit ar brezel;

25  mibien Simeon: soudarded kadarn, seizh mil kant;

26  mibien Levi: pevar mil c’hwec’h kant,

27  ha Jehojada, priñs Aaron, ha tri mil seizh kant gantañ,

28  ha Zadok, den yaouank kreñv ha kalonek, ha daou benn-brezel warn-ugent eus ti e dad;

29  mibien Benjamin, breudeur Saül: tri mil, rak betek neuze an darn vuiañ anezho a oa manet stag ouzh ti Saül;

30  mibien Efraim: ugent mil eizh kant den kreñv ha kalonek, brudet e ti o zadoù;

31  eus hanter-veuriad Manase: triwec’h mil, a voe anvet dre o anvioù evit mont da lakaat David da roue;

32  mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c’hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;

33  eus Zabulon: hanter-kant mil o vont er-maez d’al lu, doareet evit an emgann, gant armoù ar brezel, evit derc’hel o renk, gant ur galon youlek;

34  eus Neftali, mil penn-brezel, ha seizh mil ha tregont ganto, o tougen ar skoed hag ar goaf;

35  eus Dan, eizh mil warn-ugent c’hwec’h kant, doareet evit an emgann;

36  eus Aser, daou-ugent mil o vont d’an arme ha doareet evit an emgann;

37  eus an tu all d’ar Jordan, eus ar Rubeniz , eus ar C’hadiz hag eus hanter-veuriad Manase, kant ugent mil, gant holl armoù ul lu e brezel.

38  An holl re-se, tud a vrezel, o terc’hel o renk, a zeuas gant ur galon youlek da Hebron, evit lakaat David da roue war holl Israel. Hag holl nemorant Israel a oa ivez a-unvan evit lakaat David da roue.

39  Hag e voent eno gant David, o tebriñ hag oc’h evañ e-pad tri devezh, rak o breudeur o doa aozet bevañs evito.

40  Hag ar re zoken a oa tost dezho, betek Isakar, Zabulon ha Neftali, a gasas bevañs war ezen, war gañvaled, war vuled ha war ejened. Kas a rejont boued, bleud, fiez sec’h, rezin sec’h, gwin, eoul, saout ha deñved e-leizh, rak levenez a oa en Israel.

 

Pennad 13

1  Ha David en em guzulias gant pennoù ar milieroù hag ar c’hantoù, ha gant holl renerien ar bobl.

2  Ha David a lavaras da holl vodadenn Israel: Mar kavit mat, ha mard eo a-berzh an AOTROU hon Doue, kasomp etrezek hor breudeur all a zo o chom en holl rannvroioù Israel, hag ivez etrezek an aberzhourien hag al Levited en o c’hêrioù hag o fabourzioù, evit ma en em zastumint ganeomp,

3  ha degasomp arc’h hon Doue davedomp, rak n’hon eus ket klasket anezhi en amzer Saül.

4  Hag an holl vodadenn a lavaras ober kement-se, rak an dra-se a voe kavet mat gant an holl bobl.

5  David a zastumas eta holl Israel, adalek ar Shihor en Ejipt betek digor Hamad, evit degas arc’h Doue eus Kirjad-Jearim.

6  Ha David a bignas gant holl Israel da Vaala, e Kirjad-Jearim hag a zo e Juda, evit lakaat da bignat ac’hane arc’h Doue, an AOTROU a zo o chom etre ar cherubined, e-lec’h ma vez galvet e anv.

7  Lakaat a rejont arc’h Doue war ur c’harr nevez, o vont kuit eus ti Abinadab. Uzza hag Akjo a rene ar c’harr.

8  David hag holl Israel a zañse dirak Doue a holl nerzh, gant kanaouennoù, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant simbalennoù ha gant trompilhoù.

9  Pa voent erruet betek leur Gidon, Uzza a astennas e zorn evit derc’hel an arc’h, rak an ejened o doa strebotet.

10  Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, hag e skoas gantañ, dre m’en doa astennet e zorn war an arc’h. Hag e varvas eno dirak Doue.

11  Ha David a voe glac’haret rak an AOTROU en doa graet un toull-freuz war Uzza. Hag eo bet galvet betek hiziv al lec’h-se: Perez-Uzza (= toull-freuz Uzza).

12  David en doe aon rak Doue en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e kasin arc’h Doue da’m zi?

13  Ha David ne zegasas ket an arc’h d’e di e kêr David, met da di Obed-Edom eus Gad e tistroas anezhi.

14  Arc’h Doue a chomas tri miz gant tiegezh Obed-Edom, en e di. Hag an AOTROU a vennigas ti Obed-Edom ha kement a oa dezhañ.

 

Pennad 14

1  Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, benerien ha kilvizien evit sevel un ti dezhañ.

2  David a ouezas e oa bet startaet gant an AOTROU evel roue war Israel, rak e rouantelezh a oa bet savet uhel abalamour d’e bobl Israel.

3  David a gemeras c’hoazh gwragez e Jeruzalem, hag e voe tad c’hoazh da vibien ha da verc’hed.

4  Setu amañ anvioù ar re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shammua, Shobab, Natan, Salomon,

5  Jibar, Elishua, Elpeled,

6  Noga, Nefeg, Jafia,

7  Elishama, Beeliada, Elifeled.

8  Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war holl Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a yeas er-maez a-enep dezho.

9  Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim.

10  David a c’houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras: Pign, o lakaat a rin etre da zaouarn.

11  Hag e pignjont da Vaal-Perazim, ha David a bilas anezho eno, hag e lavaras: Doue en deus stlabezet va enebourien dre va dorn evel doureier o tic’hlannañ. Setu perak e voe anvet al lec’h-se Baal-Perazim (= mestr an toulloù-freuz).

12  Lezel a rejont eno o doueoù, ha David a urzhias deviñ anezho.

13  Hag ar Filistined en em strewas a-nevez en draonienn.

14  David a c’houlennatas c’hoazh Doue, ha Doue a lavaras: Na bign ket war o lerc’h, kae hebiou dezho, hag e teui a-enep dezho a-dal d’ar mouarennoù.

15  Pa glevi trouz kammedoù war-lein ar mouarennoù, neuze ez i d’an emgann en o enep, rak Doue a vo aet er-maez dirazout evit skeiñ war gamp ar Filistined.

16  David a reas evel m’en doa gourc’hemennet dezhañ Doue, hag e skojont war gamp ar Filistined abaoe Gabaon betek Gezer.

17  Ha brud David en em skuilhas dre an holl vroioù. An AOTROU a lakaas ar spont anezhañ war an holl vroadoù.

 

Pennad 15

1  David a savas tiez evitañ e-unan e kêr David, hag e kempennas ul lec’h evit arc’h Doue, hag e savas un deltenn eviti.

2  Lavarout a reas: Arc’h Doue ne zle bezañ douget nemet gant al Levited, rak an AOTROU en deus dibabet anezho evit ober he servij da viken.

3  David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc’h an AOTROU betek al lec’h en doa kempennet dezhi.

4  David a zastumas mibien Aaron hag al Levited:

5  eus mibien Kehad, Uriel ar penn hag e vreudeur, kant ugent;

6  eus mibien Merari, Asaja ar penn hag e vreudeur, daou c’hant ugent;

7  eus mibien Gershon, Joel ar penn hag e vreudeur, kant tregont;

8  eus mibien Elizafan, Shemaja ar penn hag e vreudeur, daou c’hant;

9  eus mibien Hebron, Eliel ar penn hag e vreudeur, pevar-ugent;

10  eus mibien Uziel, Aminadab ar penn hag e vreudeur, kant daouzek.

11  David a c’halvas Zadok hag Abiatar an aberzhourien, hag al Levited Uriel, Asaja, Joel, Shemaja, Eliel hag Aminadab,

12  hag e lavaras dezho: C’hwi hag a zo pennoù tadoù al Levited, en em santelait, c’hwi hag ho preudeur, ha degasit arc’h an AOTROU Doue Israel betek al lec’h ma em eus kempennet dezhi.

13  Dre ma ne oac’h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n’hon eus ket e glasket hervez ma’z eo urzhiet deomp.

14  An aberzhourien hag al Levited en em santelajont, evit degas arc’h an AOTROU Doue Israel.

15  Mibien al Levited a zougas arc’h Doue war o skoazioù, gant ar barrennoù, evel m’en doa gourc’hemennet Moizez, hag hervez komz an AOTROU.

16  David a lavaras da bennoù al Levited dibab o breudeur, ar ganerien, gant o binvioù, lourennoù, telennoù ha simbalennoù, evit seniñ hag ober klevout o mouezhioù gant levenez.

17  Al Levited a zibabas: Heman mab Joel; a-douez e vreudeur, Azaf mab Berekia; a-douez mibien Merari o breudeur, Etan mab Kushaja;

18  ha ganto, o breudeur evit an eil renk, Zakaria, Ben, Jaaziel, Shemiramod, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel, ar borzhierien.

19  Ar ganerien Haman, Azaf hag Etan o doa simbalennoù arem a lakaent da seniñ.

20  Zakaria, Aziel, Shemiramod, Jeiel, Unni, Eliab, Maaseja ha Benaja o doa lourennoù war « Alamod » (= plac’h yaouank)

21  Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel hag Azazia o doa telennoù gant eizh kordenn, evit ren ar c’han.

22  Kenania, penn al Levited evit an dougen, a rene an dougen, rak ampart e oa.

23  Berekia hag Elkana a oa porzhierien evit an arc’h.

24  Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoù dirak arc’h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc’h.

25  David, henaourien Israel ha pennoù ar milieroù a yeas da gerc’hat arc’h emglev an AOTROU eus ti Obed-Edom, gant levenez.

26  E-pad ma skoazelle Doue al Levited a zouge arc’h emglev an AOTROU, e voe aberzhet seizh kole ha seizh tourz.

27  David a oa gwisket gant ur vantell lin fin, kenkoulz hag an holl Levited a zouge an arc’h, hag ar ganerien. Ha Kenania penn an dougen a oa gant ar ganerien. David en doa un efod lin warnañ.

28  Holl Israel a zegasas arc’h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.

29  Evel ma teue arc’h emglev an AOTROU e kêr David, Mikal merc’h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal. Hag e tisprizas anezhañ en he c’halon.

 

Pennad 16

1  Degas a rejont eta arc’h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak Doue.

2  P’en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv an AOTROU.

3  Hag e lodennas d’an holl Israeliz, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin.

4  Hag e lakaas Levited evit ober ar servij dirak arc’h an AOTROU, evit eñvoriñ, trugarekaat ha meuliñ an AOTROU Doue Israel:

5  Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioù, lourennoù ha telennoù, hag Azaf a sone gant simbalennoù.

6  An aberzhourien Benaja ha Jakaziel a sone dalc’hmat gant trompilhoù dirak arc’h emglev Doue.

7  En deiz-se, evit ar wech kentañ, David a roas da Azaf ha d’e vreudeur ar garg eus meuliñ an AOTROU, evel-henn:

8  Meulit an AOTROU, pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!

9  Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù!

10  Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU!

11  Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit dalc’hmat e zremm!

12  Ho pet soñj eus ar burzhudoù en deus graet, eus e virakloù hag eus barnedigezhioù e c’henoù,

13  lignez Israel e servijer, mibien Jakob e zibabet!

14  Eñ eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioù a zo war an douar holl.

15  Ho pet soñj da viken eus e emglev, eus e bromesa a reas evit mil rummad,

16  eus an emglev a reas gant Abraham, eus al le a reas da Izaak,

17  hag a startaas e Jakob evit bezañ ur reol, evit bezañ da Israel un emglev peurbadus,

18  o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho hêrezh eo.

19  Pa ne oant nemet un dornad tud, nebeut anezho ha diavaezidi er vro,

20  o vont a vroad da vroad hag a rouantelezh d’ur rouantelezh all,

21  ne lezas den d’o gwaskañ, hag e kastizas rouaned abalamour dezho,

22  o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da’m frofeded!

23  Kanit d’an AOTROU, tud an douar holl! Embannit e silvidigezh a zeiz da zeiz!

24  Disklêriit e c’hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù!

25  Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoù,

26  rak holl zoueoù ar pobloù a zo idoloù, met an AOTROU a reas an neñvoù.

27  Ar gaerded hag ar veurded a zo dirazañ, an nerzh hag al levenez a zo en e chomlec’h.

28  Roit d’an AOTROU, tiegezhioù ar pobloù, rentit d’an AOTROU gloar ha nerzh!

29  Rentit d’an AOTROU ar c’hloar dleet d’e anv. Degasit ar profoù, ha deuit dirazañ. Stouit dirak an AOTROU en ur c’haerder santel!

30  Krenit dirazañ, tud an douar holl! Start eo ar bed ha ne vrañsell ket.

31  Ra laouenaio an neñvoù ha ra drido an douar gant levenez! Ra vo lavaret e-touez ar broadoù: An AOTROU a ren!

32  Ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ, ra laouenaio ar maezioù ha kement a zo enno,

33  ra gano a levenez holl wez ar c’hoadoù dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar.

34  Kinnigit trugarekadennoù d’an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!

35  Lavarit: Salv-ni, o Doue hor silvidigezh, hag hon dastum hag hon tenn a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.

36  Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!

37  Hag e voe lezet eno, dirak arc’h emglev an AOTROU, Azaf hag e vreudeur, evit ober dalc’hmat ar servij dirak an arc’h, hervez ar pezh a zo d’ober bemdez;

38  hag Obed-Edom gant e vreudeur, eizh ha tri-ugent, Obed-Edom mab Jedutun hag Hosa evel porzhierien;

39  ha Zadok an aberzhour gant e vreudeur aberzhourien, dirak tabernakl an AOTROU, war an uhellec’h a oa e Gabaon,

40  evit kinnig dalc’hmat loskaberzhoù d’an AOTROU war aoter al loskaberzhoù, da vintin ha d’abardaez, hag evit ober hervez kement a zo skrivet e lezenn an AOTROU, a zo bet urzhiet gantañ da Israel;

41  ha ganto e oa Heman ha Jedutun, hag ar re all a oa bet dibabet ha merket dre o anv evit meuliñ an AOTROU, rak e vadelezh a bad da viken;

42  ganto e oa Heman ha Jedutun, gant trompilhoù ha simbalennoù evit ar re a lakae anezho da seniñ, ha gant binvioù evit Doue; mibien Jedutun a oa porzhierien.

43  Hag an holl bobl a yeas kuit, pep hini d’e di. David a zistroas da vennigañ e di.

 

Pennad 17

1  Pa voe staliet David en e di, e lavaras da Natan ar profed: Setu emaon o chom en un ti sedrez, hag arc’h emglev an AOTROU a zo dindan pallinier.

2  Natan a lavaras da Zavid: Gra kement a zo ez kalon, rak Doue a zo ganit.

3  Ha setu en noz-se e voe disklêriet komz an AOTROU da Natan o lavarout:

4  Kae ha lavar da Zavid va servijer: Evel-henn e komz an AOTROU: N’eo ket te a savo un ti din evit chom ennañ.

5  Rak n’on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet Israel da bignat betek hiziv, met bet on eus teltenn da deltenn, hag eus un tabernakl d’egile.

6  E pep lec’h ma em eus kerzhet gant holl Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus barnerien Israel em boa gourc’hemennet dezho peuriñ va fobl, o lavarout: Perak n’hoc’h eus ket savet din un ti?

7  Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel,

8  bet on ganit dre holl lec’h ma ec’h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv evel anv ar re vras a zo war an douar,

9  reiñ a rin ul lec’h da’m fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec’h-se, ha ne vint ken dilec’hiet; mibien an direizhder ne wastint ken anezho evel diagent,

10  abaoe an deizioù ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Izelaet em eus da holl enebourien, hag e kemennan dit penaos an AOTROU a savo un ti dit.

11  Pa vo peurechu da zeizioù hag ez i kuit gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc’h, unan eus da vibien, ha me a startaio e ren.

12  Eñ eo a savo din un ti, ha me a startaio e dron da viken.

13  Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab, ha ne lamin ket digantañ va gras, evel ma em eus he zennet digant an hini a oa ez raok.

14  Me a ziazezo anezhañ em zi hag em rouantelezh da viken, hag e zron a vo startaet da viken.

15  Natan a gomzas ouzh David hervez an holl gomzoù-se hag hervez an holl weledigezh-se.

16  Neuze ar roue David a zeuas d’en em zerc’hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, AOTROU Doue? Ha petra eo va zi ma ec’h eus va degaset betek amañ?

17  Met nebeut a dra eo da’z taoulagad, o Doue! Komzet ec’h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell, hag ec’h eus sellet ouzhin evel e doare un den uhel, o AOTROU Doue!

18  Petra a c’hellfe David lavarout dit diwar-benn an enor a rez da’z servijer? Anavezout a rez da servijer.

19  O AOTROU! Abalamour da’z servijer, hag hervez da galon, ec’h eus graet an holl draoù bras-se, evit reiñ da anavezout an holl draoù bras-se.

20  O AOTROU! Nikun n’eo heñvel ouzhit, ha n’eus Doue all ebet nemedout, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn.

21  Ha bez’ ez eus war an douar ur vroad heñvel ouzh da bobl Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, hag evit ober dit un anv dre draoù bras ha spontus, en ur gas kuit broadoù dirak da bobl ac’h eus dasprenet eus an Ejipt?

22  Lakaet ec’h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU, te a zo deuet o Doue.

23  Ha bremañ, AOTROU, ra vo start da viken an traoù ac’h eus disklêriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec’h eus lavaret!

24  Ra vo startaet, ra vo meuraet da anv da viken, evit ma vo lavaret: AOTROU an armeoù, Doue Israel, a zo Doue evit Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout!

25  Rak te da-unan, va Doue, te ac’h eus disklêriet da’z servijer e savfe un ti dezhañ. Setu perak en deus kredet da servijer pediñ dirazout.

26  Ha bremañ, AOTROU, te a zo Doue, ha prometet ec’h eus da’z servijer an eurvad-se.

27  Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak ar pezh a vennigez, AOTROU, a zo benniget da viken.

 

Pennad 18

1  Goude-se, David a drec’has ar Filistined hag a izelaas anezho, hag e tapas Gad hag he c’hêrioù eus dorn ar Filistined.

2  Trec’hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.

3  David a drec’has Hadarezer roue Zoba war-zu Hamad, pa’z eas da astenn e harzoù etrezek ar stêr Eufratez.

4  David a gemeras dezhañ mil karr, seizh mil marc’heger hag ugent mil troadeg. Troc’hañ a reas jaritelloù ar c’hezeg eus an holl girri, met mirout a reas kant karr.

5  Ar Siriz eus Damask a zeuas da skoazellañ Hadarezer roue Zoba, ha David a drec’has daou vil Siriad warn-ugent.

6  David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec’h ma’z ae.

7  David a gemeras ar skoedoù aour a oa gant servijerien Hadarezer, hag a zegasas anezho da Jeruzalem.

8  Degas a reas ivez eus Tibkad hag eus Kun, kêrioù Hadarezer, arem e-leizh. Salomon a reas gantañ ar mor arem, ar c’holonennoù hag al listri arem.

9  Tohu roue Hamad a ouezas en doa trec’het David holl arme Hadarezer roue Zoba,

10  hag e kasas Hadoram e vab etrezek ar roue David evit saludiñ anezhañ hag e veuliñ eus m’en doa graet brezel da Hadarezer hag e drec’het. Rak Hadarezer a oa bet en ur brezel kendalc’hus gant Tohu, hag e kasas a bep seurt listri aour, arc’hant hag arem.

11  Ar roue David a gensakras anezho d’an AOTROU, gant an arc’hant hag an aour en doa degaset eus an holl vroadoù, eus Edom, eus Moab, eus mibien Ammon, eus ar Filistined hag eus Amalek.

12  Abishai mab Zeruja a drec’has triwec’h mil Edomad e traonienn an Holen,

13  hag e lakaas ur gwarnizon en Edom, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec’h ma’z ae.

14  David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d’e holl bobl.

15  Joab mab Zeruja a oa penn an arme, Jozafad mab Akilud a oa teuliour,

16  Zadok mab Akitub hag Abimelek mab Abiatar a oa aberzhourien, Shavsha a oa skrib,

17  Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa ar re gentañ e-kichen ar roue.

 

Pennad 19

1  Goude-se e varvas Nakash roue mibien Ammon, hag e vab a renas war e lerc’h.

2  David a lavaras: Madelezhus e vin e-keñver Hanun mab Nakash, rak e dad a zo bet madelezhus em c’heñver. David a gasas kannaded evit e frealziñ diwar-benn e dad. Servijerien David a zeuas da vro mibien Ammon da gavout Hanun, evit e frealziñ.

3  Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n’eo ket evit imbourc’hiñ, distrujañ ha spiañ ar vro ez eo deuet e servijerien da’z kavout?

4  Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc’has o dilhad dre ar c’hreiz betek krec’h an divorzhed, hag o c’hasas kuit.

5  Hag e teujod da lavarout da Zavid ar pezh a oa bet graet d’an den-se, hag e kasas tud en arbenn dezho, rak mezhek-tre e oa an dud-se. Ar roue a lavaras dezho: Chomit e Jeriko ken na vo bountet ho parv, ha neuze e tistroiot.

6  Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas mil talant (~ 30 tonenn) arc’hant evit goprañ kirri ha marc’hegerien e-kichen ar Siriz eus Mezopotamia hag ar Siriz eus Maaka ha Zoba.

7  Hag e c’hoprjont daou vil karr ha tregont, ha roue Maaka hag e bobl a zeuas hag a gampas dirak Medeba. Mibien Ammon en em zastumas eus o c’hêrioù hag a zeuas evit ober brezel.

8  David, o vezañ klevet kement-se, a gasas Joab hag e holl arme, tud kadarn.

9  Mibien Ammon a yeas hag en em renkas evit an emgann a-dal da zor kêr. Ar rouaned a oa deuet a oa a-dreñv war ar maez.

10  Joab, o welout e oa an arme troet a-enep dezhañ a-dreñv hag a-raok, a zibabas holl soudarded a-zibab, hag o renkas a-enep ar Siriz,

11  hag e roas renerezh an nemorant eus ar bobl da Abishai e vreur, evit ma en em renkint a-enep mibien Ammon.

12  Hag e lavaras: Mar bez kreñvoc’h egedon ar Siriz, e teui da’m sikour, ha mar bez kreñvoc’h egedout mibien Ammon, me a zeuio da’z sikour.

13  Bez kreñv, diskouezomp kalon evit hor pobl hag evit kêrioù hon Doue. Ra vo graet gant an AOTROU evel ma kavo mat.

14  Neuze Joab hag ar bobl a oa gantañ a dostaas evit stourm a-enep ar Siriz, met ar re-mañ a dec’has kuit dirazañ.

15  Mibien Ammon, o welout e tec’he ar Siriz, a dec’has kuit int ivez dirak Abishai breur Joab, hag ez ejont e kêr. Joab a zistroas da Jeruzalem.

16  Ar Siriz, o welout e oant bet trec’het gant Israel, a gasas kannaded da lakaat da zont ar Siriz a oa en tu all d’ar stêr. Shofak, penn arme Hadarezer a rene anezho.

17  Kement-se a voe lavaret da Zavid, a zastumas holl Israel, a dremenas ar Jordan, a yeas etrezek enno, hag en em renkas en o enep. David en em renkas a-enep ar Siriz, hag e stourmjont en e enep.

18  Hag ar Siriz a dec’has dirak Israel. David a zistrujas seizh mil karr siriat, daou-ugent mil troadeg a voe lazhet, ha Shofak penn an arme.

19  Servijerien Hadarezer, o welout e oant bet pilet gant Israel, a reas peoc’h gant David, hag e voent sujet dezhañ. Hag ar Siriz ne fellas ken dezho skoazellañ mibien Ammon.

 

Pennad 20

1  Ar bloaz war-lerc’h, d’ar c’houlz ma’z a er-maez ar rouaned, Joab a gasas al lod brasañ eus an arme da zistrujañ bro mibien Ammon, hag ez eas da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem, ha Joab a bilas Rabba hag a zistrujas anezhi.

2  David a gemeras ar gurunenn diwar-benn o roue, hag e voe kavet e poueze un talant (~ 30 kg) aour, hag e oa enni mein prizius. Lakaet e voe war benn David, a gasas gantañ eus kêr un diwisk bras-meurbet.

3  Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc’hañ ha da heskennat gant ogedoù-houarn, bouc’hili hag heskennoù. David a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.

4  Goude-se e voe ur brezel e Gezer a-enep ar Filistined. Sibbekai an Hushaiad a lazhas Sippai, unan eus mibien Rafa, hag e voent izelaet.

5  Bez’ e voe c’hoazh ur brezel a-enep ar Filistined. Elkanan mab Jair a lazhas Lakmi eus Gad, breur Goliad, a oa koad e c’hoaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader.

6  Bez’ e voe c’hoazh ur brezel e Gad, e-lec’h ma en em gavas un den a vent bras, en doa c’hwec’h biz war bep dorn ha war bep troad, pevar warn-ugent en holl. Eñ ivez a oa ganet eus Rafa.

7  Dismegañsiñ a reas Israel, ha Jonatan mab Shimea, breur David, a lazhas anezhañ.

8  Ar re-se a oa ganet eus Rafa e Gad, hag e kouezhjont dre zorn David ha dre zorn e servijerien.

 

Pennad 21

1  Met Satan en em savas a-enep Israel, hag e vountas David d’ober niveradeg Israel.

2  David a lavaras da Joab ha da bennoù ar bobl: Kit, grit an niveradeg eus Israel, adalek Beer-Sheba betek Dan, ha degasit anezhi din, evit ma ouezin an niver.

3  Joab a respontas: Ra fello d’an AOTROU kreskiñ e bobl kant gwech kement ha ma’z eo, o roue va aotrou! Ha n’int ket holl servijerien va aotrou? Perak e klask va aotrou kement-se? Perak e vefe Israel tamallet a gement-se?

4  Met komz ar roue a drec’has war Joab, ha Joab a yeas hag a redas Israel eus ur penn d’egile. Goude e tistroas da Jeruzalem.

5  Joab a roas da Zavid roll niveradeg ar bobl. Bez’ e oa en holl Israel ur milion kant mil den o tennañ ar c’hleze, hag e Juda pevar c’hant dek mil den ha tri-ugent o tennañ ar c’hleze.

6  N’en doa ket niveret en o zouez Levi ha Benjamin, rak urzh ar roue a oa un euzhusted evit Joab.

7  Fall e voe an afer-se dirak Doue, hag e skoas war Israel.

8  Ha David a lavaras da Zoue: Graet em eus ur pec’hed bras oc’h ober an dra-se. Ha bremañ, me az ped, lam direizhder da servijer, rak ent-diskiant em eus en em renet.

9  An AOTROU a gomzas ouzh Gad, gwelour David, o lavarout:

10  Kae, komz ouzh David o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Tri zra a ginnigan dit, dibab unan anezho, hag e rin hervezañ.

11  Gad a zeuas da gavout David hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU:

12  Dibab: pe tri bloaz a naonegezh, pe tri miz a ziskar dirak da enebourien, tapet dre gleze da enebourien, pe tri devezh ma vo kleze an AOTROU ha bosenn er vro, hag ael an AOTROU o tistrujañ war holl zouaroù Israel. Ha bremañ dit da welout ar pezh am eus da respont d’an hini en deus va degaset.

13  David a respontas da C’had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremañ etre daouarn an AOTROU, rak e drugarezioù a zo bras-meurbet, met ra ne gouezhin ket etre daouarn an dud.

14  Hag an AOTROU a gasas ar vosenn war Israel, hag e kouezhas dek mil den ha tri-ugent eus Israel.

15  Ha Doue a gasas ivez un ael da zistrujañ Jeruzalem, hag evel ma tistruje, an AOTROU a sellas, hag en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d’an ael a zistruje: A-walc’h! Tenn bremañ da zorn! Ael an AOTROU en em zalc’he e-kichen leur Ornan ar Jebuzad.

16  David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc’he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic’houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.

17  Ha David a lavaras da Zoue: Ha n’eo ket me am eus gourc’hemennet ma vefe graet niveradeg ar bobl? Me am eus pec’het ha graet gwall-fall. Met an deñved-mañ, petra o deus graet? AOTROU va Doue, ra vo da zorn warnon, me az ped, ha war di va zad, met ra ne vo ket war da bobl evit skeiñ warno.

18  Hag ael an AOTROU a lavaras da C’had komz ouzh David, evit ma pignfe David da sevel un aoter d’an AOTROU war leur Ornan ar Jebuzad.

19  David a bignas eta, hervez ar gomz en doa lavaret Gad en anv an AOTROU.

20  Ornan en em zistroas hag a welas an ael. Hag en em guzhas, e bevar mab gantañ. Ornan a oa o tornañ gwinizh.

21  David a zeuas etrezek Ornan, hag Ornan a sellas hag a welas David. Mont a reas er-maez eus al leur, hag e stouas dirak David, e zremm d’an douar.

22  David a lavaras da Ornan: Ro din lec’h al leur-mañ, hag e savin amañ un aoter d’an AOTROU. Ro din anezhi evit ar priz ma talvez, evit ma vo paouezet ar gouli diwar ar bobl.

23  Ornan a lavaras da Zavid: Kemer anezhi, ha ra vo graet ganti ar pezh a vo mat dirazout, roue va aotrou. Setu e roan dit an ejened evit al loskaberzhoù, ar binvioù da zornañ evel koad, hag ar gwinizh evit an donezon. Reiñ a ran kement-se holl.

24  Met ar roue David a lavaras da Ornan: Nann, fellout a ra din e brenañ ar pezh a dalvez, rak ne ginnigin ket d’an AOTROU ar pezh a zo dit, ne ginnigin ket ul loskaberzh na goust netra din.

25  David a roas da Ornan evit al lec’h-se ar pouez a c’hwec’h kant sikl (~ 6 kg) aour.

26  Ha David a savas eno un aoter d’an AOTROU, hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e c’halvas an AOTROU, a respontas dezhañ dre an tan a ziskennas eus an neñv war aoter al loskaberzh.

27  Neuze an AOTROU a gomzas ouzh an ael, a zistroas e gleze en e c’houin.

28  En amzer-se, pa welas David penaos en doa e selaouet an AOTROU e leur Ornan, ec’h aberzhas eno.

29  Ha tabernakl an AOTROU, en doa graet Moizez er gouelec’h, hag aoter al loskaberzhoù, a oa en amzer-se war uhellec’h Gabaon.

30  Met David ne c’helle ket mont dirazi da c’hervel Doue, dre ma oa spouronet dirak kleze ael an AOTROU.

 

Pennad 22

1  David a lavaras: Amañ e vo ti an AOTROU Doue, hag amañ e vo aoter al loskaberzhoù evit Israel.

2  David a c’hourc’hemennas dastum an diavaezidi a oa e bro Israel, hag e kemeras en o zouez benerien da gizellañ mein-ben evit sevel ti Doue.

3  David a gempennas ivez houarn e-leizh evit tachoù stalafioù an dorojoù hag evit ar c’hraponoù, hag arem e-leizh na c’helled ket pouezañ,

4  ha koad sedrez diniver rak kaset o doa ar Sidoniz hag an Diriz koad sedrez e-leizh da Zavid.

5  Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d’an AOTROU a zle bezañ savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioù. Fellout a ra din eta kempenn evitañ an holl draoù. Hag e kempennas David traoù e-leizh a-raok e varv.

6  Hag e c’halvas Salomon e vab, hag e c’hourc’hemennas dezhañ sevel un ti d’an AOTROU, Doue Israel.

7  David a lavaras da Salomon: Va mab, c’hoant am boa me va-unan da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue.

8  Met komz an AOTROU a voe disklêriet din evel-henn: Skuilhet ec’h eus gwad e-leizh, graet ec’h eus brezelioù bras, ne savi ket un ti da’m anv, rak gwad e-leizh ac’h eus skuilhet war an douar dirazon.

9  Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc’h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon (= Peoc’hiek), hag e roin ar peoc’h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.

10  Eñ eo a savo un ti da’m anv. Eñ a vo evidon ur mab, ha me a vo evitañ un tad, hag e startain tron e rouantelezh war Israel da viken.

11  Bremañ, va mab, ra vo an AOTROU ganit, evit ma ri berzh ha ma savi ti an AOTROU da Zoue, evel m’en deus lavaret diwar da benn.

12  Ra roio hepken an AOTROU dit furnez ha skiant, ha ra lakaio ac’hanout da ren war Israel, en ur virout lezenn an AOTROU da Zoue.

13  Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d’ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na’z pez ket aon.

14  Setu, em zrubuilhoù em eus kempennet evit ti an AOTROU kant mil talant (~ tri mil tonenn) aour hag ur milion a dalantoù (~ tregont mil tonenn) arc’hant, hag arem hag houarn e-leizh, na c’heller ket pouezañ. Kempennet em eus ivez koad ha mein, hag e lakai ouzhpenn.

15  Ganit ez eus kalz a vicherourien, a venerien, a gilvizien, hag a bep seurt tud ampart e kement seurt a labourioù.

16  An aour, an arc’hant, an arem hag an houarn a zo diniver. Sav ha gra! Ha ra vo an AOTROU ganit!

17  David a urzhias ivez da holl bennoù Israel skoazellañ Salomon e vab, o lavarout:

18  Ha n’emañ ket an AOTROU ho Toue ganeoc’h? Ha n’en deus ket roet deoc’h diskuizh a bep tu? Rak roet en deus etre va daouarn tud ar vro, hag ar vro a zo sujet dirak an AOTROU ha dirak e bobl.

19  Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc’h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d’an AOTROU Doue, evit degas arc’h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d’an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU.

 

Pennad 23

1  David, oadet ha gwalc’het a zeizioù, a lakaas da roue war Israel Salomon e vab.

2  Hag e tastumas holl bennoù Israel, an aberzhourien hag al Levited.

3  Niveret e voe al Levited, adalek an oad a dregont vloaz hag uheloc’h. Niveret e voe ar wazed dre benn: eizh mil ha tregont.

4  Bez’ e oa en o zouez pevar mil warn-ugent evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU, c’hwec’h mil evel skribed ha barnerien,

5  pevar mil evel porzhierien, pevar mil evit meuliñ an AOTROU gant binvioù en deus graet David evit meuliñ.

6  David a rannas anezho e renkoù, hervez mibien Levi: Gershon, Kehad ha Merari.

7  Eus Gershon e voe: Laadan ha Shimei.

8  Mibien Laadan a voe: Jehiel ar penn, Zetam, Joel, tri.

9  Mibien Shimei a voe: Shelomid, Haziel, Haran, tri. Ar re-se a voe pennoù-tadoù Laadan.

10  Mibien Shimei a voe: Jahad, Zina, Jeush, Beria. Ar re-se a voe pevar mab Shimei.

11  Jahad a oa ar penn, ha Zina an eil. Jeush ha Beria n’o deus ket bet kalz a vibien, setu perak e rejont un ti-tadoù hepken en niveradeg.

12  Mibien Kehad a voe: Amram, Jizehar, Hebron, Uziel, pevar.

13  Mibien Amram a voe: Aaron ha Moizez. Aaron a voe lakaet a-du evit santelaat ar pezh a zo santel-meurbet, eñ hag e vibien, da viken, evit kinnig an ezañs dirak an AOTROU, evit ober e servij, evit bennigañ da viken en e anv.

14  Ha diwar-benn Moizez, den Doue, e vibien a voe niveret e meuriad Levi.

15  Mibien Moizez a voe: Gershom hag Eliezer.

16  Eus mibien Gershom e voe: Shebuel ar penn.

17  Mab Eliezer a voe: Rekabia ar penn. Eliezer n’en deus ket bet mibien all, met mibien Rekabia a voe niverus-meurbet.

18  Eus mibien Jizehar e voe: Shelomid ar penn.

19  Mibien Hebron a voe: Jerija ar penn, Amaria an eil, Jakaziel an trede, Jekameam ar pevare.

20  Mibien Uziel a voe: Mika ar penn, Jishija an eil.

21  Mibien Merari a voe: Makli ha Mushi. Mibien Makli a voe Eleazar ha Kish.

22  Eleazar a varvas hep kaout mibien, met merc’hed en doe. Mibien Kish, o breudeur, a zimezas ganto.

23  Mibien Mushi a voe: Makli, Eder, Jeremod, tri.

24  Ar re-se a voe mibien Levi hervez tiez o zadoù, ar pennoù-tadoù hervez o niveradur dre anv, niveret dre benn. Labourat a raent e servij ti an AOTROU, adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc’h.

25  Rak David a lavaras: An AOTROU Doue Israel en deus roet diskuizh d’e bobl, a vo o chom e Jeruzalem da viken,

26  hag al Levited n’o devo ken da zougen an tabernakl, nag an holl listri evit ar servij.

27  Hervez urzhioù diwezhañ David, e voe niveret mibien Levi adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc’h,

28  rak o lec’h a oa bezañ e-kichen mibien Aaron evit servij ti an AOTROU; karget e oant eus al leurennoù hag eus ar c’hambroù, eus glanidigezh an holl draoù santel, eus labour ar servij e ti Doue,

29  eus ar baraoù a ginnig, eus ar flour bleud evit an donezonoù, eus ar bignez hep goell, eus ar pezh a zo poazhet war ar baelon, eus ar pezh a zo kemmesket, eus an holl vuzulioù a endalc’h hag a hirder;

30  en em zerc’hel a raent bep mintin ha bep abardaez da drugarekaat ha da veuliñ an AOTROU,

31  kinnig a raent an holl loskaberzhoù d’an AOTROU, d’an deizioù sabad, d’al loarioù nevez, d’ar gouelioù, hervez o niver hag o reolennoù urzhiet, dalc’hmat dirak an AOTROU,

32  kemer a raent preder gant teltenn an engalv, gant al lec’h santel, gant mibien Aaron o breudeur, evit servij ti an AOTROU.

 

Pennad 24

1  Setu amañ kevrennoù mibien Aaron. Mibien Aaron a voe: Nadab, Abihu, Eleazar, Itamar.

2  Met Nadab hag Abihu a varvas a-raok o zad, ha n’o doe mab ebet. Hag Eleazar hag Itamar a voe aberzhourien.

3  David, gant Zadok a-douez mibien Eleazar hag Akimelek a-douez mibien Itamar, a rannas anezho hervez o c’hargoù en o servij.

4  En em gavout a reas e-touez mibien Eleazar muioc’h a bennoù eget e-touez mibien Itamar, hag e voent rannet evel-se: pennoù tiez o zadoù evit mibien Eleazar, c’hwezek; pennoù tiez o zadoù evit mibien Itamar, eizh.

5  Rannet e voent dre ar sord, an eil re gant ar re all, rak bez’ e oa gouarnourien ar santual ha gouarnourien ti Doue a-douez mibien Eleazar hag a-douez mibien Itamar.

6  Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar briñsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d’ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar.

7  Ar sord kentañ a zegouezhas da Jehojarib, an eil da Jedaja,

8  an trede da Harim, ar pevare da Seorim,

9  ar pempvet da Valkija, ar c’hwec’hvet da Vijamin,

10  ar seizhvet da Hakkoz, an eizhvet da Abija,

11  an navet da Jozue, an dekvet da Shekania,

12  an unnekvet da Eliashib, an daouzekvet da Jakim,

13  an trizekvet da Huppa, ar pevarzekvet da Jeshebeab,

14  ar pemzekvet da Vilga, ar c’hwezekvet da Immer,

15  ar seitekvet da Hezir, an triwec’hvet da Hapizez,

16  an naontekvet da Betakja, an ugentvet da Ezekiel,

17  an unanvet warn-ugent da Jakin, an eil warn-ugent da C’hamul,

18  an trede warn-ugent da Zelaja, ar pevare warn-ugent da Vaazia.

19  Evel-se e voent renket evit o servij, evit mont da di an AOTROU, hervez ar reolenn lakaet gant Aaron o zad, evel m’en doa gourc’hemennet dezhañ an AOTROU Doue Israel.

20  Setu amañ an nemorant eus mibien Levi. Eus mibien Amram: Shubael; eus mibien Shubael: Jekdia;

21  eus Rekabia, eus mibien Rekabia: Jishija ar penn;

22  eus ar Jizehariz: Shelomod; eus mibien Shelomod: Jakad;

23  eus mibien Hebron: Jerija, Amaria an eil, Jakaziel an trede, Jekameam ar pevare;

24  eus mibien Uziel: Mika; eus mibien Mika: Shamir;

25  breur Mika: Jishija; eus mibien Jishija: Zakaria;

26  eus mibien Merari: Makli, Mushi; eus mibien Jaazija e vab,

27  mibien Merari dre Jaazija e vab: Shoham, Zakkur, Ibri;

28  eus Makli: Eleazar ha n’en doe mab ebet;

29  eus Kish: mab Kish Jerakmeel;

30  eus mibien Mushi: Makli, Eder, Jerimod. Ar re-se a voe mibien al Levited hervez tiez o zadoù.

31  Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d’ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoù hag evit an disterañ eus e vreudeur.

 

Pennad 25

1  David ha pennoù an arme a lakaas a-du, evit ar servij, a-douez mibien Azaf, Heman ha Jedutun, ar re a oa profeded gant telennoù, gant lourennoù ha gant simbalennoù. Ha setu niver an dud implijet evit ar servij-se, hervez o c’harg:

2  eus mibien Azaf: Zakkur, Jozef, Netania, Asharela, mibien Azaf, dindan urzh Azaf a brofede dindan urzh ar roue;

3  eus Jedutun: mibien Jedutun: Gedalia, Zeri, Izaia, Hashabia, Matitia, Shimei, c’hwec’h anezho, dindan urzh o zad Jedutun a brofede gant an delenn evit trugarekaat ha meuliñ an AOTROU;

4  eus Heman: mibien Heman: Bukkija, Matania, Uziel, Shebuel, Jerimod, Hanania, Hanani, Eliata, Giddalti, Romamti-Ezer, Joshbekasha, Maloti, Hothir, Makaziod;

5  an holl re-se a oa mibien Heman, gwelour ar roue evit ober seniñ ar c’horn hervez urzh Doue. Doue en doa roet da Heman pevarzek mab ha teir merc’h.

6  An holl re-se a oa dindan urzh o zadoù evit ar c’han e ti an AOTROU, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, evit servij ti Doue. Azaf, Jedutun hag Heman a oa dindan urzhioù ar roue.

7  Hag e oa o niver, gant o breudeur desket da ganañ d’an AOTROU, holl anezho ampart: daou c’hant eizh ha pevar-ugent.

8  Hag e tennjont d’ar sord evit o c’hargoù, re vihan ha re vras, mistri ha diskibien.

9  Ar sord kentañ a zegouezhas evit Azaf da Jozef; an eil da C’hedalia, eñ gant e vreudeur hag e vibien, daouzek;

10  an trede da Zakkur, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

11  ar pevare da Jizri, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

12  ar pempvet da Netania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

13  ar c’hwec’hvet da Vukkija, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

14  ar seizhvet da Jesarela, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

15  an eizhvet da Izaia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

16  an navet da Vatania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

17  an dekvet da Shimei, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

18  an unnekvet da Azareel, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

19  an daouzekvet da Hashabia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

20  an trizekvet da Shubael, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

21  ar pevarzekvet da Vatitia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

22  ar pemzekvet da Jeremod, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

23  ar c’hwezekvet da Hanania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

24  ar seitekvet da Joshbekasha, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

25  an triwec’hvet da Hanani, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

26  an naontekvet da Valoti, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

27  an ugentvet da Elijata, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

28  an unanvet warn-ugent da Hotir, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

29  an eil warn-ugent da C’hildatti, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

30  an trede warn-ugent da Vakaziod, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

31  ar pevare warn-ugent da Romamti-Ezer, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

 

Pennad 26

1  Setu amañ kevrennoù ar borzhierien. Eus ar Gorahiz e voe Meshelemia mab Kora, a-douez mibien Azaf.

2  Mibien Meshelemia a voe: Zakaria ar c’hentañ-ganet, Jediael an eil, Zebadia an trede, Jatniel ar pevare,

3  Elam ar pempvet, Jokanan ar c’hwec’hvet, Eljoenai ar seizhvet.

4  Mibien Obed-Edom a voe: Shemaja ar c’hentañ-ganet, Jozabad an eil, Joak an trede, Sakar ar pevare, Nataneel ar pempvet,

5  Amiel ar c’hwec’hvet, Isakar ar seizhvet, Peultai an eizhvet, rak Doue en doa e venniget.

6  Da Shemaja e vab e voe ganet mibien a renas e ti o zad, rak tud kreñv ha kalonek e oant.

7  Mibien Shemaja a voe: Otni, Refael, Obed, Elzabad hag e vreudeur, tud kadarn, Elihu ha Semakia.

8  An holl re-se a oa eus mibien Obed-Edom. Int, o mibien hag o breudeur a oa tud kadarn, leun a nerzh evit ar servij; bez’ e oant daou ha tri-ugent eus Obed-Edom.

9  Mibien Meshelemia gant e vreudeur, tud kadarn, a oa triwec’h.

10  Mibien Hosa, a-douez mibien Merari, a voe: Shimri ar penn, lakaet da benn gant e dad daoust ma ne oa ket ar c’hentañ-ganet,

11  Hilkija an eil, Tebalia an trede, Zakaria ar pevare. Holl vibien ha breudeur Hosa a oa trizek.

12  D’ar c’hevrennoù-se a borzhierien, da bennoù an dud-se ha d’o breudeur, e voe roet kargoù evit servij ti an AOTROU.

13  Hag e tennjont d’ar sord, re vihan ha re vras, hervez tiez o zadoù, evit pep dor.

14  Tu ar sav-heol a zo kouezhet gant Shelemia dre ar sord. Tennañ a rejont d’ar sord evit Zakaria e vab, a oa ur c’huzulier fur, hag eo kouezhet gantañ tu an hanternoz dre ar sord.

15  Tu ar c’hreisteiz a zo kouezhet gant Obed-Edom, ha ti-dastum gant e vibien.

16  Gant Shuppim hag Hosa eo kouezhet tu ar c’huzh-heol, gant dor Shalleked war an hent a bign, ur gward dirak egile.

17  Bez’ e oa ouzh ar sav-heol c’hwec’h Leviad, ouzh an hanternoz bemdez pevar, ouzh ar c’hreisteiz bemdez pevar, e pep hini eus an daou di-dastum daou,

18  ouzh ar c’huzh-heol war-zu Parbar pevar etrezek an hent ha daou e Parbar.

19  Ar re-se e voe kevrennoù ar borzhierien evit mibien ar Gorahiz hag evit mibien Merari.

20  Hag a-douez al Levited, Akija a oa lakaet war deñzorioù ti Doue ha war deñzorioù a traoù santel.

21  A-douez mibien Laadan, mibien ar C’hershonited o tont eus Laadan, a-douez pennoù-tadoù eus Laadan ar Gershonad, Jehieli,

22  ha mibien Jehieli, Zetam ha Joel e vreur, a oa lakaet war deñzorioù ti an AOTROU

23  A-douez an Amramited, ar Jizehariz, an Hebronited hag an Uzielited,

24  Shebuel mab Gershom, mab Moizez, a oa lakaet war an teñzorioù.

25  E-touez e vreudeur dre Eliezer, a oa Rekabia e vab, hag Izaia e vab, ha Joram e vab, ha Zikri e vab, ha Shelomid e vab,

26  Shelomid hag e vreudeur eo ar re hag a oa lakaet war deñzorioù an traoù santel en doa gouestlet ar roue David, ar pennoù-tadoù, pennoù ar milieroù hag ar c’hantoù, hag ofiserien an arme;

27  gouestlet o doa an traoù-se a zeue eus ar brezelioù hag eus ar preizhoù evit kenderc’hel ti an AOTROU.

28  Ha kement en doa gouestlet Samuel ar gwelour, Saül mab Kish, Abner mab Ner, ha Joab mab Zeruja, an holl draoù gouestlet a oa etre daouarn Shelomid hag e vreudeur.

29  A-douez ar Jizehariz, Kenania hag e vreudeur a oa karget eus al labour a-ziavaez en Israel, evel skribed ha barnerien.

30  A-douez an Hebronited, Hashabia hag e vreudeur, tud kadarn en niver a vil seizh kant, a eveshae war Israel en tu-mañ d’ar Jordan, ouzh ar c’huzh-heol, evit holl labour an AOTROU hag evit servij ar roue.

31  Diwar-benn an Hebronited, Jerija a oa o fenn. En daou-ugentvet bloaz eus ren David, e voe graet un enklask diwar-benn an Hebronited hervez o rummadoù ha tiez o zadoù, hag e voe kavet en o zouez tud kadarn e Jaezer e Galaad.

32  E vreudeur, tud kadarn, a voe daou vil seizh kant penn tadoù. Ar roue David a lakaas anezho war ar Rubeniz, ar C’hadiz hag hanter-veuriad Manase, evit holl labour Doue hag evit servij ar roue.

 

Pennad 27

1  Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c’hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent.

2  War ar gevrenn gentañ, evit ar miz kentañ, e oa Jashobeam mab Zabdiel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;

3  eus mibien Perez e oa, ha penn holl gabitened an arme er miz kentañ.

4  War gevrenn an eil miz e oa Dodai an Akokiad; Miklod a oa ivez ur rener eus e gevrenn; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

5  Penn an deirvet arme, evit an trede miz, a oa Benaja mab ar penn-aberzhour Jehojada; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;

6  ar Benaja-mañ a oa kalonek e-touez an tregont, hag a-us d’an tregont; en e gevrenn e oa Amizadab e vab.

7  Ar pevare, evit ar pevare miz, a oa Asael breur Joab, ha Zebadia e vab war e lerc’h; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

8  Ar pempvet, evit ar pempvet miz, a oa ar penn Shamhud eus Jizrak; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

9  Ar c’hwec’hvet, evit ar c’hwec’hvet miz, a oa Ira mab Ikkesh; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

10  Ar seizhvet, evit ar seizhvet miz, a oa Helez ar Peloniad, eus mibien Efraim; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

11  An eizhvet, evit an eizhvet miz, a oa Sibbekai an Hushaiad, eus tiegezh ar Zerakiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

12  An navet, evit an navet miz, a oa Abiezer eus Anatod, eus ar Venjaminiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

13  An dekvet, evit an dekvet miz, a oa Maharai eus Netofa, eus tiegezh ar Zerakiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

14  An unnekvet, evit an unnekvet miz, a oa Benaja ar Piratoniad, eus mibien Efraim; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

15  An daouzekvet, evit an daouzekvet miz, a oa Heldai eus Netofa, eus tiegezh Otniel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

16  Ha setu amañ ar re a oa war veuriadoù Israel. Rener ar Rubeniz a oa Eliezer mab Zikri; eus ar Simeoniz, Shefatia mab Maaka;

17  eus al Levited, Hashabia mab Kemuel; eus re Aaron, Zadok;

18  eus Juda, Elihu eus breudeur David; eus Isakar, Omri mab Mikael;

19  eus Zabulon, Jishmaeja mab Abdia; eus Neftali, Jerimod mab Azriel;

20  eus mibien Efraim, Hoshea mab Azazia; eus hanter-veuriad Manase, Joel mab Pedaja;

21  eus hanter-veuriad all Manase e Galaad, Jiddo mab Zakaria; eus Benjamin, Jaasiel mab Abner;

22  eus Dan, Azareel mab Jerokam. Ar re-se a voe renerien meuriadoù Israel.

23  David ne reas ket niveradeg an Israeliz adalek an oad a ugent vloaz hag izeloc’h, rak an AOTROU en doa lavaret e kreskfe Israel evel stered an neñvoù.

24  Joab mab Zeruja en doa staget gant o niveradeg, met n’echuas ket rak ar gounnar a zeuas war Israel en abeg da-se. Hag o niver ne oa ket kontet e niveradeg Danevelloù ar roue David.

25  Azmaved mab Adiel a oa lakaet war deñzorioù ar roue; Jonatan mab Ozia war an tiez-dastum a oa war ar maez, er c’hêrioù, er c’hêriadennoù hag er c’hreñvlec’hioù;

26  Ezri mab Kelub war oberourien ar parkeier o labourat an douar;

27  Shimei eus Rama war ar gwini; Zabdi eus Shefam war broduerezh ar gwini evit an tiez-dastum a win;

28  Baal-Hanan eus Geder war an olived hag ar sikamor a oa er blaenenn; Joaz war an tiez-dastum a eoul;

29  Shitrai eus Saron war ar saout o peuriñ e Saron; Shafad mab Adlai war ar saout o peuriñ en traoniennoù;

30  Obil an Ismaelad war ar c’hañvaled; Jekdia ar Meronotiad war an azenezed;

31  Jaziz an Hagareniad war an deñved. An holl re-se a oa melestrourien ar madoù a oa d’ar roue David.

32  Jonatan, eontr David, a oa kuzulier, den poellek ha skrib; Jehiel mab Hakmoni a oa tost da vibien ar roue;

33  Akitofel a oa kuzulier ar roue; Hushai an Arkian a oa mignon ar roue;

34  goude Akitofel e voe Jehojada mab Benaja, hag Abiatar; Joab a oa pennjeneral arme ar roue.

 

Pennad 28

1  David a zastumas e Jeruzalem holl bennoù Israel, pennoù ar meuriadoù, pennoù ar c’hevrennoù a servije ar roue, ar pennoù a vilieroù, ar pennoù a gantoù, ar re a velestre holl vadoù hag holl dropelloù ar roue, e vibien, ar spazhidi, an dud kadarn hag ar vrezelourien galonek.

2  Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C’hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc’h emglev an AOTROU, hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d’ober.

3  Met Doue en deus lavaret din: Ne savi ket un ti da’m anv, dre ma’z out un den a vrezel ha gwad ac’h eus skuilhet.

4  An AOTROU Doue Israel en deus va dibabet a-douez holl di va zad evit bezañ roue war Israel da viken. Rak dibabet en deus Juda evel rener, hag a-douez ti Juda, dibabet en deus ti va zad, hag a-douez mibien va zad, kemeret en deus plijadur ennon, evit va lakaat da ren war holl Israel.

5  Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.

6  Hag en deus lavaret din: Salomon da vab eo a savo va zi ha va leurennoù, rak e zibabet em eus evidon evel mab, ha me a vo evitañ un tad.

7  Ha me a startaio e rouantelezh da viken, ma en em stag d’ober hervez va gourc’hemennoù ha va barnedigezhioù evel hiziv.

8  Bremañ eta, dirak daoulagad holl Israel, bodadeg an AOTROU, ha dirak hon Doue a glev, mirit ha klaskit holl c’hourc’hemennoù an AOTROU ho Toue, evit ma perc’hennot ar vro vat-mañ, ha ma roiot anezhi da hêrezh d’ho mibien war ho lerc’h da viken.

9  Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.

10  Taol evezh bremañ, an AOTROU en deus da zibabet evit sevel un ti evel santual. En em galoneka, ha dit da labourat.

11  David a roas da Salomon e vab skouer ar porched, ar savadurioù, ar c’hambroù-teñzor, ar c’hambroù uhel, ar c’hambroù-diabarzh hag al lec’h-a-drugarez;

12  reiñ a reas ar skouer eus an holl draoù en doa bet dre ar Spered, evit leurennoù ti an AOTROU, evit an holl gambroù tro-dro, evit teñzorioù ti an AOTROU, evit teñzorioù an traoù santel,

13  evit kevrennoù an aberzhourien hag al Levited, evit holl labour ar servij e ti an AOTROU, evit holl listri ar servij e ti an AOTROU;

14  reiñ a reas an traoù-aour gant ar pouez a aour evit holl listri a bep servij, an traoù-arc’hant gant ar pouez evit holl listri a bep servij;

15  reiñ a reas ar pouez eus ar c’hantolorioù aour hag eus o lampoù aour gant pouez pep kantolor hag e lampoù, pouez ar c’hantolorioù arc’hant gant pouez pep kantolor hag e lampoù, hervez implij pep kantolor;

16  reiñ a reas an aour dre bouez evit taolioù baraoù a ginnig, evit pep taol, an arc’hant evit an taolioù arc’hant,

17  aour glan evit ar fourchetezioù, ar c’hirinoù, an hanafoù, hag evit al listri aour gant pouez pep lestr, ha gant pouez pep lestr arc’hant;

18  aour puraet dre bouez evit aoter an ezañs; reiñ a reas skouer ar c’harr hag ar cherubined aour a astenne o eskell hag a c’holoe arc’h emglev an AOTROU.

19  Kement-se holl a zo dre skrid eus dorn an AOTROU, ha roet en deus din da gompren holl labourioù ar skouer-se.

20  David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na’z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac’hanout, ne zilezo ket ac’hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU.

21  Ha setu kevrennoù an aberzhourien hag al Levited a zo evit holl servij ti Doue. Ha bez’ e vo ganit evit an holl labour-se an holl dud a-youl-vat, ampart evit servijoù a bep seurt, hag ar pennoù hag an holl bobl prest d’ober kement a lavari.

 

Pennad 29

1  Hag ar roue David a lavaras d’an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n’eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue.

2  Kempennet em eus gant va holl c’halloud, evit ti va Doue, aour evit ar pezh a vo en aour, arc’hant evit ar pezh a vo en arc’hant, arem evit ar pezh a vo en arem, houarn evit ar pezh a vo en houarn, koad evit ar pezh a vo e koad, mein-oniks, mein da ensterniañ, mein-skarboukl, mein a lies liv, mein prizius a bep seurt, marbr gwenn e-leizh.

3  Ha c’hoazh, em c’harantez evit ti va Doue, e roan evit ti va Doue, ouzhpenn an holl draoù am eus kempennet evit ti ar santual, aour hag arc’hant eus va zeñzor din va-unan:

4  tri mil talant (~ 90 tonenn) aour, aour eus Ofir, ha seizh mil talant (~ 210 tonenn) arc’hant puraet, evit goleiñ speurioù an ti,

5  an aour evit ar pezh a vo en aour, an arc’hant evit ar pezh a vo en arc’hant, evit pep labour a vo graet dre zaouarn ar vicherourien. Piv a fell dezhañ kinnig hiziv profoù a-youl-vat d’an AOTROU?

6  Ar pennoù tadoù, pennoù meuriadoù Israel, pennoù ar milieroù hag ar c’hantoù, hag ar re a rene labourioù ar roue, a reas profoù a-youl-vat.

7  Reiñ a rejont evit servij ti Doue pemp mil talant (~ 150 tonenn) ha dek mil drakm (~ 40 kg) aour, dek mil talant (~ 300 tonenn) arc’hant, triwec’h mil talant (~ 540 tonenn) arem, kant mil talant (~ 3000 tonenn) houarn.

8  Ar mein prizius en doa pep hini, a lakajont e teñzor ti an AOTROU, etre daouarn Jehiel ar Gershonad.

9  Ar bobl a voe laouen gant ar profoù a-youl-vat-se, rak ober a raent a-greiz o c’halon o frofoù a-youl-vat d’an AOTROU. Hag ar roue David a voe laouen-kenañ ivez.

10  David a vennigas an AOTROU dirak an holl vodadeg, ha David a lavaras: Benniget ra vi, AOTROU, Doue Israel hon tad, a gantved da gantved!

11  Dit-te, AOTROU, eo ar vrasted, an nerzh, ar c’hloar, ar beurbadelezh hag ar veurdez, rak kement a zo en neñvoù ha war an douar a zo dit. Dit-te, AOTROU, eo ar rouantelezh, ha te en em sav e pennroue dreist pep tra.

12  Ar binvidigezh hag an enor a zeu ac’hanout, mestr ez out war bep tra, an nerzh hag ar galloud a zo ez torn, ha da zorn eo a gresk hag a starta an holl draoù.

13  Bremañ, hon Doue, e trugarekaomp ac’hanout hag e veulomp da anv glorius.

14  Rak piv on ha petra eo va fobl evit kaout ar galloud da brofañ a-youl-vat evel-se? Rak pep tra a zeu ac’hanout, hag eus da zorn e teu ar pezh a ginnigomp dit.

15  Diavaezidi ez omp dirazout, hag ostizidi, evel hon tadoù. Hon deizioù war an douar a zo evel ar skeud, ha n’eus esperañs ebet.

16  AOTROU hon Doue, eus da zorn e teu an holl fonnusted-se hon eus kempennet evit sevel un ti da’z anv santel, ha pep tra a zo dit.

17  Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c’halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.

18  AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel, hon tadoù, mir da viken doug ar soñjoù-se e kalon da bobl, ha starta o c’halon ennout.

19  Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c’hourc’hemennoù, da destenioù ha da lezennoù, evit seveniñ an holl draoù-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet.

20  Ha David a lavaras d’an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU, Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.

21  An deiz war-lerc’h ec’h aberzhjont aberzhoù d’an AOTROU, hag e kinnigjont loskaberzhoù d’an AOTROU: mil kole, mil tourz, mil oan, gant o evadkinnigoù, hag aberzhoù e-leizh evit holl Israel.

22  Debriñ hag evañ a rejont en deiz-se dirak an AOTROU gant ul levenez vras. Hag ec’h embannjont roue evit an eil gwech Salomon mab David. E oleviñ a rejont dirak an AOTROU evel rener, ha Zadok evel aberzhour.

23  Salomon a azezas eta war dron an AOTROU evel roue, e lec’h David e dad, hag e reas berzh, hag holl Israel a sente outañ.

24  An holl bennoù, hag an dud kadarn, hag holl vibien ar roue David zoken a asantas da blegañ d’ar roue Salomon.

25  Hag an AOTROU a savas Salomon uhel-tre dirak holl Israel, hag a roas dezhañ ur splannder roueel, evel n’o doa bet a-raok dezhañ roue ebet en Israel.

26  Evel-se, David mab Jese en doa renet war holl Israel.

27  An amzer en doa renet war Israel a voe daou-ugent vloaz. Ren a reas seizh vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont e Jeruzalem.

28  Mervel a reas en ur gozhni vras, gwalc’het a zeizioù, a binvidigezhioù hag a c’hloar. Ha Salomon e vab a renas en e lec’h.

29  Diwar-benn oberoù ar roue David, ken ar re gentañ evel ar re ziwezhañ, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour,

30  gant e holl ren ha galloud, hag ar pezh a c’hoarvezas en e amzer, ken en Israel evel en holl rouantelezhioù ar broioù all.

 

Publicités