16 Nehemia

LEVR NEHEMIA

 

Pennad 1

1  Komzoù Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gêrbenn,

2  ec’h erruas Hanani, unan eus va breudeur, gant tud eus Juda. Hag e c’houlennatis anezho diwar-benn ar Yuzevien o deus tec’het, ar re o doa achapet eus an harlu, ha diwar-benn Jeruzalem.

3  Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er broviñs, en ur reuzeudigezh vras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.

4  Pa glevis ar c’homzoù-se, ec’h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,

5  hag e lavaris: Da bediñ a ran, AOTROU, Doue an neñvoù, Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an druez evit ar re a gar ac’hanout hag a vir da c’hourc’hemennoù!

6  Da bediñ a ran, ra vo da skouarn evezhiek ha ra vo da zaoulagad digor, evit selaou pedenn da servijer, an hini a lavaran dirazout bremañ deiz ha noz, evit mibien Israel da servijerien, oc’h anzav pec’hedoù mibien Israel, ar re hon eus graet a-enep dit. Rak me va-unan ha ti va zad hon eus pec’het.

7  A-dra-sur ez omp kablus dirazout, ha n’hon eus ket miret ar gourc’hemennoù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù ac’h eus kemennet da Voizez da servijer.

8  Az pez soñj, me az ped, eus ar gomz ac’h eus roet da Voizez da servijer o lavarout: Ober a reot pec’hedoù, ha me ho stlabezo e-touez ar broadoù,

9  ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc’hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac’hanoc’h ac’hane, hag ho tegasin d’al lec’h am eus dibabet evit lakaat va anv.

10  Hag a re-se eo da servijerien ha da bobl, ac’h eus dasprenet dre da c’halloud bras ha da zorn kreñv.

11  Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da’z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.

 

Pennad 2

1  Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d’ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ.

2  Hag ar roue a lavaras din: Perak eo trist da zremm pa n’out ket klañv? Kement-se ne zeu nemet eus ur boan-galon. Neuze em boe aon bras,

3  hag e respontis d’ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kêr, lec’h bezioù va zadoù, gwastet, he dorojoù devet dre an tan?

4  Hag ar roue a lavaras din: Petra a c’houlennez? Neuze e pedis Doue an neñvoù,

5  hag e lavaris d’ar roue: Mar kav mat ar roue, mard eo da servijer plijus dit, kas me da Juda, war-zu kêr bezioù va zadoù evit hec’h adsevel.

6  Hag ar roue, koulz hag e wreg a oa azezet en e gichen, a lavaras din: Pegeit e pado da veaj, ha pegoulz e tistroi? Reiñ a ris dezhañ ur c’houlz, hag ar roue a gavas mat kas ac’hanon.

7  Hag e lavaris d’ar roue: Mar kav mat ar roue, ra vo roet din lizheroù evit gouarnourien an tu all d’ar stêr, evit ma lezint ac’hanon da dremen betek ma’c’h erruin e Juda,

8  hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c’hreñvlec’h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec’h ma’z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.

9  Dont a ris eta da gavout ar c’houarnourien a zo en tu all d’ar stêr, hag e rois dezho lizheroù ar roue. Ar roue en doa kaset ganin ofiserien eus an arme ha marc’hegerien.

10  Samballad an Horonad ha Tobija ar servijer Ammonad, o vezañ klevet-se, o doe un desped bras rak deuet e oa unan bennak d’ober vad da vibien Israel.

11  Hag ec’h erruis e Jeruzalem, hag e chomis eno tri deiz.

12  Neuze e savis d’an noz, gant hiniennoù eus an dud, met ne zisklêriis da zen ar pezh en doa va Doue lakaet em c’halon d’ober da Jeruzalem. Ne oa ganin loen ebet nemet an hini ma oan warnañ.

13  Mont a ris eta d’an noz dre zor an Draonienn, hag ez is war-zu feunteun an Aerouant ha dor an Teil, en ur sellout ouzh mogerioù Jeruzalem a oa diskaret hag ouzh he dorojoù bet devet dre an tan.

14  Hag ez is da zor ar Feunteun hag etrezek stank ar Roue, met ne oa lec’h ebet ma c’hellfe tremen drezañ al loen dindanon.

15  Hag e pignis d’an noz dre ar froud en ur sellout ouzh ar voger, ha goude, o tistreiñ, e teuis en-dro dre zor an Draonienn.

16  Hag ar renerien ne ouient ket da belec’h e oan aet na petra a raen. Ne’m boa lavaret netra betek neuze, na d’ar Yuzevien, na d’an aberzhourien, na d’ar re vras, na d’ar renerien, na d’an nemorant a rae al labourioù.

17  Hag e lavaris dezho: Gwelout a rit ar gwalleur ez omp ennañ, penaos eo Jeruzalem gwastet hag he dorojoù devet dre an tan. Deuit, adsavomp moger Jeruzalem, ha ne vimp ken en dismegañs.

18  Disklêriañ a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c’homzoù en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mañsonomp! Hag e kreñvajont o daouarn evit ober mat.

19  Met Samballad an Horonad, Tobija ar servijer Ammonad, ha Geshem an Arab, o vezañ klevet-se, a rejont goap ouzhimp hag hon disprizas o lavarout: Petra a rit? En em sevel a rit a-enep ar roue?

20  Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neñvoù e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vañsono, met c’hwi n’hoc’h eus na lod, na gwir, na eñvor e Jeruzalem.

 

Pennad 3

1  Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec’h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.

2  En e gichen e vañsonas tud Jeriko. En o c’hichen e vañsonas Zakkur mab Imri.

3  Mibien Senaa a adsavas dor ar Pesked; he goleiñ a rejont, hag e lakajont he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù.

4  En o c’hichen e tresas Meremod mab Uri, mab Koz, en o c’hichen e tresas Meshullam mab Berekia, mab Meshezabeel, en o c’hichen e tresas Zadok mab Baana,

5  en o c’hichen e tresas an Dekoatiz. Met ar re vras en o zouez n’en em renkjont ket da servij o aotrou.

6  Jehojada mab Paseak ha Meshullam mab Besodia a zresas an nor Gozh; he goleiñ a rejont, hag e lakajont he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù.

7  En o c’hichen e tresas Melatia ar Gabaoniad, Jadon ar Meronotiad, ha tud Gabaon ha Mizpa, a oa eus palez ar gouarnour eus an tu-mañ d’ar stêr.

8  En o c’hichen e tresas Uziel mab Harhaja, a-douez an orfebourien. En e gichen e tresas Hanania, a-douez ar borfumerien. Lezel a rejont al lodenn eus Jeruzalem betek ar voger Ledan.

9  En o c’hichen e tresas Refaja mab Hur, rener un hanter eus bann Jeruzalem.

10  En o c’hichen e tresas Jedaja mab Harumaf dirak e di. En e gichen e tresas Hattush mab Hashabnia.

11  Malkija mab Harim hag Hashub mab Pakad-Moab a zresas ul lodenn all ha tour ar Fornioù.

12  En o c’hichen e tresas Shallum mab Halokesh, rener an hanter all eus bann Jeruzalem, eñ hag e verc’hed.

13  Hanun hag annezidi Zanoak a zresas dor an Draonienn; hec’h adsevel a rejont, hag e lakajont he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e rejont mil ilinad (~ 500 m) a voger betek dor an Teil.

14  Malkija mab Rekab, rener bann Bet-Hakerem, a zresas dor an Teil; hec’h adsevel a reas, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù.

15  Shallum mab Kolhoze, rener bann Mizpa, a zresas dor ar Feunteun; hec’h adsevel a reas, he goleiñ, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e reas moger stank Shela, tost ouzh liorzh ar Roue, betek ar skalieroù a ziskenn eus kêr David.

16  War e lerc’h, Nehemia mab Azbuk, rener un hanter eus bann Bet-Zur, a zresas betek dirak bezioù David, betek ar stank bet graet, ha betek ti ar Re Greñv.

17  War e lerc’h, al Levited a zresas gant Rehum mab Bani. En e gichen e tresas Hashabia, rener un hanter eus bann Keila, evit e vann.

18  War e lerc’h, o breudeur a zresas gant Bavai mab Hanadad, rener an hanter all eus bann Keila.

19  En e gichen e tresas Ezer mab Jezua, rener Mizpa, ul lodenn all dirak savenn an Harnezerezh, er c’horn.

20  War e lerc’h, Baruk mab Zabbai a zresas ul lodenn all o labourat c’hwek, adalek ar c’horn betek dor ti Eliashib an aberzhour-meur.

21  War e lerc’h, Meremod mab Uri a zresas ul lodenn all, adalek dor ti Eliashib betek penn ti Eliashib.

22  War e lerc’h e tresas an aberzhourien eus ar vro tro-war-dro.

23  War o lerc’h e tresas Benjamin hag Hashub dirak o zi. War o lerc’h e tresas Azaria mab Maaseja mab Anania e-kichen e di.

24  War e lerc’h e tresas Binnui mab Henadad ul lodenn all, adalek ti Azaria betek korn ar gognell.

25  Ha Palal mab Uzai, dirak ar c’horn hag an tour a zo en baleg eus ti uhel ar Roue, e-kichen porzh an toull-bac’h. War e lerc’h Pedaja mab Parosh.

26  An Netiniz a oa o chom war ar grec’henn a zresas war-zu ar sav-heol, betek dor an Doureier hag an tour a zo en baleg.

27  War o lerc’h e tresas an Dekoatiz ul lodenn all, dirak an tour bras a zo en baleg ha betek moger ar Grec’henn.

28  An aberzhourien a zresas dreist dor ar C’hezeg, pep hini dirak e di.

29  War o lerc’h e tresas Zadok mab Immer dirak e di. War e lerc’h e tresas Shemaja mab Shekania, gward dor ar Sav-heol.

30  War e lerc’h e tresas Hanania mab Shelemia hag Hanun c’hwec’hvet mab Zalaf ul lodenn all. War o lerc’h e tresas Meshullam mab Berekia dirak e gambr.

31  War e lerc’h e tresas Malkija mab an orfebour, betek ti an Netiniz hag ar varc’hadourien, dirak dor Mifkad ha betek savenn ar C’horn.

32  An orfebour hag ar varc’hadourien a zresas etre savenn ar C’horn ha dor an Deñved.

 

Pennad 4

1  Samballad o vezañ klevet ec’h adsavemp ar voger, a voe kounnaret ha droug ennañ-meurbet, ha goap a reas ouzh ar Yuzevien.

2  Hag e komzas dirak e vreudeur ha dirak soudarded Samaria o lavarout: Petra a ra ar Yuzevien digalon-se? O lezel a raimp d’ober? Hag ec’h aberzhint? Hag ec’h echuint hiziv? Hag e lakaint da advevañ ar vein eus ar bernioù poultr-se, pa’z int bet devet?

3  Ha Tobija an Ammonad, a oa en e gichen, a lavaras: Petra bennak ma savont, pa bigno ul louarn, e tiskaro o moger vein.

4  O hon Doue! Selaou, rak ni a zo disprizet! Gra d’o dismegañs distreiñ war o fenn, ro anezho d’ar breizhadeg en ur vro ma vint dalc’het enni.

5  Na c’holo ket o direizhder, ha ra ne vo ket o fec’hed lamet dirazout, rak dismegañset o deus ar vañsonerien.

6  Adsevel a rejomp eta ar voger, hag ar voger en he fezh a voe serret betek hanter hec’h uhelder. Ar bobl a laboure a-galon.

7  Pa glevas Samballad, Tobija, an Arabed, an Ammoniz hag an Asdodiz, e save mogerioù Jeruzalem, hag e oa an toulloù-freuz war o c’hlozadur, e voe droug enno-meurbet.

8  Hag en em zastumjont holl a-gevret evit brezeliñ a-enep Jeruzalem, hag evit ober gaou outi.

9  Neuze e pedjomp hon Doue, hag e lakajomp gwarded a-enep dezho deiz ha noz, evit hon diwall diouto.

10  Ha Juda a lavaras: Nerzh al labourerien a wana, kalz a atredoù ez eus, ne c’hellomp ket sevel ar voger.

11  Hag hon enebourien o doa lavaret: Ne ouezint ket, ne welint netra, betek ma’c’h erruimp en o c’hreiz; hag e lazhimp anezho, hag e raimp paouez al labour.

12  Met ar Yuzevien a oa o chom en o zouez a zeuas, betek dek gwech, da lavarout deomp: Dre amañ ez aint etrezek ennoc’h.

13  Lakaat a ris eta ouzh an traoñ a-dreñv ar voger, hag e lec’hioù dizolo, ar bobl dre diegezhioù, gant klezeier, goafioù ha gwaregoù.

14  Goude e sellis, e savis hag e lavaris d’ar re vras, d’ar renerien ha da nemorant ar bobl: N’ho pet ket aon razo, ho pet soñj eus an AOTROU, a zo bras ha spontus, ha stourmit evit ho preudeur, ho mibien, ho merc’hed, ho kwragez hag ho tiez.

15  Pa ouezas hon enebourien e oamp bet kemennet, Doue a freuzas o mennad, hag e tistrojomp holl d’ar voger, pep hini d’e labour.

16  Adalek an deiz-se, un hanter eus va zud a stage gant al labour, hag an hanter all a zalc’he goafioù, skoedoù, gwaregoù hag hobregonoù, hag ar pennoù a veze a-dreñv da bep tiegezh Juda.

17  Ar re a save ar voger hag ar re a garge pe a zouge ar bec’hioù, a laboure gant un dorn, hag en dorn all e talc’hent un arm.

18  Rak pep hini eus ar re a vañsone en deveze ur c’hleze stag ouzh e gostez; evel-se eo e vañsonent. Hag an hini a sone ar shofar a veze em c’hichen.

19  Lavarout a ris d’ar re vras, d’ar renerien ha da nemorant ar bobl: Al labour a zo bras hag astennet, stlabezet omp war ar voger, pell an eil diouzh egile.

20  E pelec’h bennak ma klevot son ar shofar, eno en em zastumot d’hor c’havout. Hon Doue a stourmo evidomp.

21  Evel-se eo e labouremp. An hanter eus an dud a zouge goafioù, adalek gouloù-deiz betek ma en em ziskoueze ar stered.

22  En amzer-se e lavaris d’ar bobl: Ra dremeno pep hini an noz e Jeruzalem gant e servijer, evel-se da noz e raint ged, ha war an deiz e labourimp.

23  Hag evidon-me, va breudeur, va servijerien, ha tud ar gward a zeu war va lerc’h, ne guitaimp ket hon dilhad, pep hini en devo e gleze ha dour.

 

Pennad 5

1  Bez’ e voe ur c’hlemm bras a-berzh ar bobl hag o gwragez a-enep o breudeur Yuzev.

2  Bez’ e oa darn hag a lavare: Ni, hor mibien hag hor merc’hed a zo niverus, ra vo roet deomp ed evit debriñ ha bevañ.

3  Hag e oa darn all hag a lavare: Gouestlet hon eus hor parkeier, hor gwini hag hon tiez, evit kaout ed e-pad an naonegezh.

4  Hag e oa ivez darn all hag a lavare: Amprestet hon eus arc’hant evit tailhoù ar roue, war hor parkeier ha war hor gwini.

5  Ha koulskoude hor c’hig a zo evel kig hor breudeur, hag hor mibien evel o mibien. Ha setu e lakaomp hor mibien hag hor merc’hed da vezañ sklaved, ha dija darn eus hor merc’hed a zo sujet, hag ez omp dic’halloud, rak hor parkeier hag hor gwini a zo da dud all.

6  Pa glevis o c’hlemm hag ar c’homzoù-se, e voen kounnaret-meurbet.

7  Kemer a ris ar mennozh start da c’hourdrouz ar re vras hag ar renerien, hag e lavaris dezho: Prestañ a rit war gampi an eil d’egile! Hag e c’halvis a-enep dezho ur vodadeg vras.

8  Hag e lavaris dezho: Dasprenet hon eus, hervez hor galloud, hor breudeur Yuzev a oa bet gwerzhet d’ar broadoù, ha c’hwi a werzhfe hoc’h-unan ho preudeur? Ha deomp-ni e vefent gwerzhet? Hag e tavjont, ne ouezjont mui petra lavarout.

9  Hag e lavaris: Ar pezh a rit n’eo ket mat. Ha ne fell ket deoc’h kerzhout e doujañs hon Doue, kentoc’h eget bezañ dismegañset dre ar broadoù hon enebourien?

10  Me ivez, va breudeur ha va servijerien, hon eus prestet dezho arc’hant hag ed. Dilezomp, me ho ped, an dle-se.

11  Daskorit dezho hiziv, me ho ped, o farkeier, o gwini, o gwez-olivez hag o ziez, hag ivez ar c’hantvet eus an arc’hant, eus an ed, eus ar gwin hag eus an eoul a c’houlennit diganto evel kampi.

12  Hag e respontjont: Ni a zaskoro, ha ne c’houlennimp netra diganto, ober a raimp ar pezh a lavarez. Neuze e c’halvis an aberzhourien, evit ober dezho touiñ e raint hervez ar gomz-se.

13  Hag e hejis va dilhad, hag e lavaris: Ra hejo Doue evel-se eus e di hag eus e labour pep den na raio ket hervez ar gomz-se, ha ra vo evel-se hejet ha goullonderet. Hag ar vodadeg a-bezh a lavaras: Amen! Hag e veuljont an AOTROU. Hag ar bobl a reas hervez ar gomz-se.

14  Adalek an deiz ma voe gourc’hemennet din bezañ o gouarnour e bro Juda, adalek an ugentvet bloaz betek an eil bloaz ha tregont eus ar roue Artakserksez, e-pad daouzek vloaz, me ha va breudeur n’hon eus ket kemeret ar pezh a zo merket d’ar gouarnour.

15  Ar c’houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl (~ 400 g) arc’hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne’m eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.

16  Ha lakaet em eus zoken va dorn e labour ar voger-mañ, ha n’hon eus prenet park ebet. Va holl servijerien a oa dastumet aze da labourat.

17  Hag ouzh va zaol e veze kant hanter-kant den, ar Yuzevien hag ar renerien, gant ouzhpenn ar re a zeue d’hor c’havout eus ar broadoù a oa en-dro deomp.

18  Ar pezh a veze fichet bemdez a oa: un ejen, c’hwec’h dañvad a-zibab, ha laboused; ha bep dek deiz e veze aozet a bep seurt gwin a-fonn. Ha gant kement-se ne’m eus ket goulennet ar pezh a zo merket d’ar gouarnour, rak al labour a veze pounner war ar bobl-se.

19  O va Doue! Az pez soñj ac’hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se.

 

Pennad 6

1  Pa glevas Samballad, Tobija, Geshem an Arab, ha nemorant hon enebourien, em boa adsavet ar voger, ha ne vane freuz ebet enni, petra bennak ma ne’m boa ket c’hoazh lakaet ar stalafioù d’an dorojoù,

2  Samballad ha Geshem a gasas da’m c’havout da lavarout din: Deus, en em gavomp a-gevret er c’hêriadennoù a zo e traonienn Ono. Bez’ e oant e-sell d’ober droug ouzhin.

3  Hag e kasis dezho da lavarout: Ober a ran ul labour bras, ha ne c’hellan ket diskenn. Perak e vefe paouezet al labour, e-pad ma en lezfen evit diskenn d’ho kavout?

4  Peder gwech e c’houlennjont kement-se ouzhin, hag e respontis dezho en hevelep doare.

5  Neuze Samballad a gasas da’m c’havout e servijer, evit lavarout din ar c’homzoù-se ur bempvet gwech, hag en doa en e zorn ul lizher digor,

6  ma oa skrivet ennañ: Klevout a ran e-touez ar broadoù, ha Gashmu en lavar ivez, ez oc’h e-sell d’en em sevel, te hag ar Yuzevien, hag evit-se eo ec’h adsavit ar voger; hag e vi o roue, hervez ar pezh a lavarer.

7  Ha zoken ec’h eus lakaet profeded, evit embann ac’hanout e Jeruzalem, o lavarout: Roue eo e Juda! Ha bremañ e vo roet da c’houzout an traoù-se d’ar roue. Deus eta, ma en em guzuilhimp a-gevret.

8  Neuze e kasis d’e gavout evit lavarout dezhañ: N’emañ ket ar pezh a lavarez; ijinet eo kement-se ganit da-unan.

9  A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!

10  Hag ez is da di Shemaja mab Delaja, mab Mehetabeel, a oa klozet. Hag e lavaras din: Deomp a-gevret da di Doue, d’an templ, ha prennomp dorojoù an templ, dre ma teuont da’z lazhañ; en noz eo e teuint da’z lazhañ.

11  Hag e lavaris: Un den eveldon, ha tec’hout a rafe? Peseurt den eveldon a c’hellfe mont en templ ha bevañ? Ned in ket ennañ.

12  Hag ec’h anavezis ne oa ket Doue a gase anezhañ, met en doa lavaret ar brofediezh-se a-enep din, dre ma oa paeet gant Tobija ha Samballad.

13  Paeet o doa anezhañ evit lakaat ac’hanon d’ober evel-se dre aon ha da bec’hiñ. Hag o vezañ saotret va anv, o dije gellet va goleiñ a vezh.

14  O va Doue! Az pez soñj eus Tobija ha Samballad hervez ar pezh o deus graet, hag ivez eus Noadia ar brofedez hag eus ar brofeded all a glaske da’m spontañ.

15  Ar voger a voe echuet d’ar pempvet deiz warn-ugent a viz Elul, e daou zevezh hag hanter-kant.

16  Pa glevas hon holl enebourien kement-se, pa welas an holl vroadoù a oa en-dro deomp an dra-se, e voent holl digalonekaet, hag ec’h anzavjont e oa bet graet al labour-se dre hon Doue.

17  En deizioù-se, re vras Juda a gase lizheroù ha lizheroù da Dobija, ha Tobija a gase ivez dezho.

18  Rak kalz a dud eus Juda a oa en em ereet outañ dre le, dre ma oa mab-kaer Shekania mab Arak, ha ma oa Jokanan e vab dimezet da verc’h Meshullam mab Berekia.

19  Zoken e lavarent vad diwar e benn dirazon, hag ec’h adlavarent dezhañ va c’homzoù. Tobija a gase lizheroù da’m spontañ.

 

Pennad 7

1  Evel-se, ar voger a zo bet adsavet, lakaet em eus stalafioù an dorojoù, lakaet eo bet en o c’hargoù ar borzhierien, ar ganerien hag al Levited,

2  ha roet em eus va urzhioù da’m breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreñvlec’h e Jeruzalem. Eñ a oa un den leal, a zouje Doue muioc’h eget kalz a re all.

3  Hag e lavaris dezho: Ra ne vo ket digoret dorojoù Jeruzalem a-raok tommder an heol. Ra vo serret an dorojoù ha lakaet ar berennoù e-pad ma viot c’hoazh eno. Ra vo lakaet evel gedourien tud Jeruzalem, pep hini d’e c’hed, pep hini dirak e di.

4  Kêr a oa frank ha bras, met nebeut a annezidi e oa, hag an tiez ne oant ket savet.

5  Neuze va Doue a lakaas em c’halon dastum ar re vras, ar renerien hag ar bobl, evit ober an niveradeg anezho. Hag e kavis levr an niveradeg hervez o lignez eus ar re a oa pignet ar wech kentañ. Hag e kavis skrivet kement-mañ:

6  Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d’e gêr.

7  Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:

8  mibien Parosh, daou vil kant daouzek ha tri-ugent;

9  mibien Shefatia, tri c’hant daouzek ha tri-ugent;

10  mibien Arak, c’hwec’h kant daou hag hanter-kant;

11  mibien Pakad-Moab, eus mibien Jezua ha Joab, daou vil eizh kant triwec’h;

12  mibien Elam, mil daou c’hant pevar hag hanter-kant;

13  mibien Zatu, eizh kant pemp ha daou-ugent;

14  mibien Zakai, seizh kant tri-ugent;

15  mibien Binnui, c’hwec’h kant eizh ha daou-ugent;

16  mibien Bebai, c’hwec’h kant eizh warn-ugent;

17  mibien Azgad, daou vil tri c’hant daou warn-ugent;

18  mibien Adonikam, c’hwec’h kant seizh ha tri-ugent;

19  mibien Bigvai, daou vil seizh ha tri-ugent;

20  mibien Adin, c’hwec’h kant pemp hag hanter-kant;

21  mibien Ater, eus tiegezh Ezekiaz, triwec’h ha pevar-ugent;

22  mibien Hashum, tri c’hant eizh warn-ugent;

23  mibien Bezai, tri c’hant pevar warn-ugent;

24  mibien Harif, kant daouzek;

25  mibien Gabaon, pemzek ha pevar-ugent;

26  tud Betlehem ha Netofa, kant eizh ha pevar-ugent;

27  tud Anatod, kant eizh warn-ugent;

28  tud Bet-Azmaved, daou ha daou-ugent;

29  tud Kirjad-Jearim, Kefira ha Beerod, seizh kant tri ha daou-ugent;

30  tud Rama ha Geba, c’hwec’h kant unan warn-ugent;

31  tud Mikmaz, kant daou warn-ugent;

32  tud Betel hag Ai, kant tri warn-ugent;

33  tud un Nebo all, daou hag hanter-kant;

34  mibien un Elam all, mil daou c’hant pevar hag hanter-kant;

35  mibien Harim, tri c’hant ugent;

36  mibien Jeriko, tri c’hant pemp ha daou-ugent;

37  mibien Lod, Hadid hag Ono, seizh kant unan warn-ugent;

38  mibien Senaa, tri mil nav c’hant tregont;

39  aberzhourien, mibien Jedaja, eus ti Jezua, nav c’hant trizek ha tri-ugent;

40  mibien Immer, mil daou hag hanter-kant;

41  mibien Pashur, mil daou c’hant seizh ha daou-ugent;

42  mibien Harim, mil seitek;

43  Levited, mibien Jezua ha Kadmiel, a-douez mibien Hodeva, pevarzek ha tri-ugent;

44  kanerien, mibien Azaf, kant eizh ha daou-ugent;

45  porzhierien, mibien Shallum, mibien Ater, mibien Talmon, mibien Akkub, mibien Hatita, mibien Shobai, kant eizh ha tregont;

46  Netiniz, mibien Zika, mibien Hazufa, mibien Tabbaod,

47  mibien Keroz, mibien Sia, mibien Padon,

48  mibien Lebana, mibien Hagaba, mibien Salmai,

49  mibien Hanan, mibien Giddel, mibien Gakar,

50  mibien Reaja, mibien Rezin, mibien Nekoda,

51  mibien Gazzam, mibien Uzza, mibien Paseak,

52  mibien Besai, mibien Mehunim, mibien Nefishesim,

53  mibien Bakbuk, mibien Hakufa, mibien Harhur,

54  mibien Bazlid, mibien Mehida, mibien Harsha,

55  mibien Barkoz, mibien Sisera, mibien Tamak,

56  mibien Neziak, mibien Hatifa,

57  mibien servijerien Salomon, mibien Sotai, mibien Sofered, mibien Peruda,

58  mibien Jaala, mibien Darkon, mibien Giddel,

59  mibien Shefatia, mibien Hattil, mibien Pokered-Hazebaim, mibien Amon.

60  An holl Netiniz ha mibien servijerien Salomon a voe tri c’hant daouzek ha pevar-ugent.

61  Setu amañ ar re a bignas eus Tel-Melak, eus Tel-Harsha, eus Kerub-Adon hag eus Immer, ha na c’helljont ket diskouez ti o zadoù, nag o gouenn, na ma oant eus Israel:

62  mibien Delaja, mibien Tobija, mibien Nekoda, c’hwec’h kant daou ha daou-ugent,

63  aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc’hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.

64  Ar re-se a glaskas o marilhadurioù-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic’hlan.

65  Ar gouarnour a lavaras dezho na zebrfent ket traoù santel-meurbet ken n’en em zalc’hfe an aberzhour dirak an Urim hag an Thummim.

66  An holl vodadeg a oa daou vil ha daou-ugent tri c’hant tri-ugent,

67  hep kontañ o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c’hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c’hant pemp ha daou-ugent kaner ha kanerez.

68  Bez’ e oa seizh kant c’hwec’h marc’h ha tregont, daou c’hant pemp mul ha daou-ugent,

69  pevar c’hant pemp kañval ha tregont, c’hwec’h mil seizh kant ugent azen.

70  Darn eus ar pennoù tadoù a roas evit al labourioù. Ar gouarnour a roas d’an teñzor mil drakm aour, hanter-kant hanaf, pemp kant tregont toneg aberzhourien.

71  Pennoù tadoù all a roas da deñzor al labourioù ugent mil drakm aour, ha daou vil daou c’hant minenn arc’hant.

72  Ha nemorant ar bobl a roas ugent mil drakm aour, daou vil minenn arc’hant, ha seizh toneg aberzhourien ha tri-ugent.

73  An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c’hêrioù. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c’hêrioù.

 

Pennad 8

1  An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.

2  D’an deiz kentañ eus ar seizhvet miz, Ezdra an aberzhour a zegasas al lezenn dirak ar vodadeg, gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d’he c’hlevout.

3  Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d’e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.

4  Ezdra ar skrib en em zalc’he war ur savenn goad, a oa bet graet evit kement-se. A-zehou dezhañ e oa Matitia, Shema, Anaia, Uri, Hilkija ha Maaseja; hag a-gleiz e oa Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbadana, Zakaria ha Meshullam.

5  Ezdra a zigoras al levr dirak an holl bobl, rak dreist an holl bobl e oa. Kerkent ha ma tigoras anezhañ, an holl dud en em zalc’has en o sav.

6  Hag Ezdra a vennigas an AOTROU, an Doue bras, hag an holl bobl a respontas: Amen! Amen! en ur sevel o daouarn. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU, o dremmoù ouzh an douar.

7  Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d’ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc’he en o lec’h.

8  Hag e lennent el levr lezenn Doue ez-fraezh, hag e roent ar ster anezhi, o tisplegañ ar pezh a veze lennet.

9  Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d’an holl bobl: An deiz-mañ a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gañvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoù al lezenn.

10  Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d’ar re n’o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d’hon Aotrou; na vezit ket eta glac’haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.

11  Hag al Levited a rae tevel an holl bobl o lavarout: Chomit peoc’h, rak an deiz-mañ a zo santel, na vezit ket eta glac’haret.

12  Hag an holl bobl a yeas da zebriñ ha da evañ, da gas lodennoù, ha da ober ur fest vras, rak komprenet o doa ar c’homzoù a oa roet da anavezout dezho.

13  D’an eil deiz, pennoù tadoù an holl bobl, an aberzhourien hag al Levited en em zastumas e-kichen Ezdra ar skrib, evit meizañ komzoù al lezenn.

14  Kavout a rejont skrivet el lezenn en doa gourc’hemennet an AOTROU dre Voizez, e tlee chom mibien Israel e logelloù e-pad ar gouel eus ar seizhvet miz,

15  hag e veze ret embann kement-se hag henn disklêriañ en holl gêrioù hag e Jeruzalem, o lavarout: Kit d’ar menez, ha degasit skourroù olived, skourroù gwez sunek, skourroù meurta, skourroù palmez, ha skourroù gwez stank, evit ober logelloù, evel ma’z eo skrivet.

16  Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a zegasas ar skourroù, hag e rejont logelloù, pep hini war e doenn hag er porzhioù, ha war leurennoù ti Doue, ha war leurenn dor an Doureier, ha war leurenn dor Efraim.

17  Evel-se, holl vodadeg ar re a oa deuet diouzh an harlu a reas logelloù, hag ec’h azezjont el logelloù-se. Mibien Israel n’o doa ket graet un hevelep tra abaoe deizioù Jozue mab Nun, betek an deiz-se. Hag e voe ul levenez vras.

18  Hag e voe lennet levr al lezenn bemdez, adalek an deiz kentañ betek an deiz diwezhañ. Lidet e voe ar gouel e-pad seizh devezh, hag e voe ur vodadenn veur d’an eizhvet deiz, hervez ar gourc’hemenn.

 

Pennad 9

1  D’ar pevare deiz warn-ugent eus an hevelep miz, mibien Israel en em zastumas evit yunañ, gwisket gant seier ha goloet gant poultr.

2  Ha re eus gouenn Israel, o vezañ en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc’has hag a anzavas o fec’hedoù ha direizhder o zadoù.

3  Sevel a rejont en o lec’h, hag e voe lennet e levr lezenn an AOTROU o Doue e-pad ur c’hard eus an deiz. E-pad ur c’hard all ec’h anzavjont hag ec’h azeuljont an AOTROU o Doue.

4  Jezua, Bani, Kadmiel, Shebania, Bunni, Sherebia, Bani ha Kenani a bignas war savenn al Levited, hag a grias a vouezh uhel d’an AOTROU o Doue.

5  Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc’h eget pep bennozh ha pep meuleudi!

6  Te hepken eo an AOTROU! Graet ec’h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d’an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.

7  Te eo an AOTROU Doue, dibabet ec’h eus Abram, hag e lakaet da vont kuit eus Ur ar Galdeiz, ha roet dezhañ anv Abraham.

8  Kavet ec’h eus e galon feal dirazout ha graet ec’h eus gantañ un emglev, evit reiñ d’e lignez bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, ar Jebuziz hag ar C’hirgazianed. Sevenet ec’h eus da gomz, rak reizh ez out.

9  Gwelet ec’h eus glac’har hon tadoù en Ejipt, ha klevet o garmoù e-kichen ar Mor Ruz.

10  Graet ec’h eus burzhudoù ha mirakloù a-enep Faraon, a-enep e holl servijerien, a-enep holl bobl e vro, rak gouzout a raes o doa en em renet gant lorc’h e-keñver anezho, hag ec’h eus graet dit-te da-unan un anv a chom betek hiziv.

11  Faoutet ec’h eus ar mor dirazo, hag ez int tremenet e-kreiz ar mor war ar sec’h. Taolet ec’h eus en donder ar re a rede war o lerc’h, evel ur maen en doureier meur.

12  O renet ec’h eus war an deiz dre ur golonenn a goabrenn, hag en noz dre ur golonenn a dan, evit sklêrijennañ an hent a dleent kerzhout warnañ.

13  Diskennet ec’h eus war Venez Sinai, ha komzet outo eus an neñv, ha roet dezho barnedigezhioù reizh, lezennoù gwir, reolennoù ha gourc’hemennoù mat.

14  Desket ec’h eus dezho da sabad santel, ha kemennet gourc’hemennoù, reolennoù hag al lezenn dre Voizez da servijer.

15  Roet ec’h deus dezho bara eus an neñvoù evit o naon, graet ec’h eus dont er-maez eus ar roc’h dour evit o sec’hed, ha lavaret ec’h eus dezho mont da berc’hennañ ar vro az poa savet da zorn reiñ dezho.

16  Met int, hon tadoù, a zo bet lorc’hus gant o gouzoug reut, ha n’o deus ket selaouet da c’hourc’hemennoù.

17  N’eo ket fellet dezho sentiñ ha n’o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c’heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d’ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne’c’h eus ket o dilezet.

18  Zoken pa rejont ul leue teuzet ha pa lavarjont: Setu da zoue en deus da lakaet da bignat eus an Ejipt, pa rejont dismegañsoù bras dit,

19  te, hervez da drugarez vras, ne’c’h eus ket o dilezet er gouelec’h. Ar golonenn a goabrenn ne baouezas ket da vezañ dreisto war an deiz evit o ren dre an hent, hag ar golonenn a dan en noz evit sklêrijennañ an hent a dleent kerzhout warnañ.

20  Roet ec’h eus dezho da Spered mat evit m’o defe poell enno, ne’c’h eus ket lamet ar mann eus o genoù, ha roet ec’h eus dezho dour evit o sec’hed.

21  E-pad daou-ugent vloaz ec’h eus pourvezet d’o ezhommoù er gouelec’h, hep ma vankfe netra dezho, o dilhadoù n’ejont ket da fall, o zreid ne goeñvjont ket.

22  Roet ec’h eus dezho rouantelezhioù ha pobloù, ac’h eus lodennet dezho dre gornadoù. Hag e perc’hennjont bro Sihon, bro roue Hesbon, bro Og roue Basan.

23  Kresket ec’h eus o mibien evel stered an neñvoù, hag o c’haset d’ar vro az poa lavaret d’o zadoù ez ajent enni d’he ferc’hennañ.

24  O mibien a zeuas e-barzh hag a berc’hennas ar vro, izelaet ec’h eus dirazo ar Gananeiz, annezidi ar vro, hag o lakaet ec’h eus etre o daouarn, gant o rouaned ha pobloù ar vro, evit ma rafent dezho hervez o c’hoant.

25  Hag e kemerjont kêrioù kreñv ha douaroù druz, hag e perc’hennjont tiez leun a bep seurt madoù, puñsoù toullet, gwini, olived ha gwez-frouezh e-leizh, hag e tebrjont hag o doe o gwalc’h, deuet int lart hag e vevjont er plijadurioù dre da vadelezh vras.

26  Met disentus e voent hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c’hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.

27  Neuze ec’h eus o lakaet etre daouarn o enebourien o deus gwasket anezho. En amzer o enkrez e klemmjont war-zu ennout, hag eus an neñvoù ec’h eus o c’hlevet, ha te, hervez da drugarez vras, ec’h eus roet dezho dieuberien o deus o saveteet diouzh daouarn o enebourien.

28  Met kerkent ha m’o doe diskuizh, e tistroent d’ober fall dirazout, ha neuze o zilezes etre daouarn o enebourien a vestronie anezho. Hag adarre e klemmjent war-zu ennout, hag o c’hleves eus an neñvoù, hag evel-se, hervez da drugarez vras, ec’h eus o dieubet meur a wech.

29  O douget ec’h eus da zont en-dro da’z lezenn, met kendalc’het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c’hourc’hemennoù, ha pec’het o deus a-enep da varnedigezhioù, a laka da vevañ an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreñv, reudet o gouzoug, ha n’o deus ket selaouet.

30  O gortozet ec’h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec’h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n’o deus ket o selaouet, hag ec’h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.

31  Koulskoude, hervez da drugarez vras, ne’c’h eus ket o c’haset da netra, ha ne’c’h eus ket o dilezet, rak te a zo un Doue trugarezus ha truezus.

32  Ha bremañ, hon Doue bras, galloudek ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez, na sell ket evel nebeut a dra ouzh an holl drubuilhoù o deus hon tapet, ni, hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien, hor profeded, hon tadoù ha da holl bobl, adalek amzer rouaned an Asiria betek hiziv.

33  Bet out reizh e kement a zo erruet ganeomp, rak graet ec’h eus hervez ar wirionez, ha ni hon eus graet hervez ar fallentez.

34  Hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien hag hon tadoù n’o deus ket graet hervez da lezenn, ha n’o deus ket sentet ouzh da c’hourc’hemennoù, nag ouzh da destenioù a zouges a-enep dezho.

35  N’o deus ket da servijet e-pad o rouantelezh hag e-kreiz ar madoù bras az poa roet dezho, er vro frank ha druz az poa lakaet en o dalc’h, ha n’int ket distroet diouzh o oberoù fall.

36  Setu, hiziv ez omp sklaved er vro az poa roet d’hon tadoù evit debriñ he frouezh hag he madoù. Ha setu ez omp sklaved enni.

37  Hag e ro gant fonnder d’ar rouaned ac’h eus lakaet warnomp en abeg d’hor pec’hedoù. Mestroniañ a reont hor c’horfoù hag hol loened, evel ma plij dezho, en doare ma’z omp en un enkrez bras.

38  En abeg da gement-se hon eus lakaet dre skrid un engouestl start, hag hor pennoù, hol Levited hag hon aberzhourien a laka o siell.

 

Pennad 10

1  Setu ar re a lakaas o siell. Nehemia ar gouarnour mab Hakalia. Sedesia,

2  Seraja, Azaria, Jeremiaz,

3  Pashur, Amaria, Malkija,

4  Hattush, Shebania, Maluk,

5  Harim, Meremod, Abdia,

6  Daniel, Gineton, Baruk,

7  Meshullam, Abija, Mijamin,

8  Maaziah, Bilgai, Shemaja; ar re-se a oa aberzhourien.

9  Al Levited: Jezua mab Azania, Binnui a-douez mibien Henadad, Kadmiel,

10  hag o breudeur: Shebania, Hodija, Kelita, Pelaja, Hanan,

11  Mika, Reob, Hashabia,

12  Zakkur, Sherebia, Shebania,

13  Hodija, Bani, Beninu.

14  Pennoù ar bobl: Parosh, Pakad-Moab, Elam, Zatu, Bani,

15  Bunni, Azgad, Bebai,

16  Adonija, Bigvai, Adin,

17  Ater, Ezekiaz, Azur,

18  Hodija, Hashum, Bezai,

19  Harif, Anatod, Nebai,

20  Magpiash, Meshullam, Hezir,

21  Meshezabeel, Zadok, Jadua,

22  Pelatia, Hanan, Anaja,

23  Ozea, Hanania, Hashub,

24  Halokesh, Pilka, Shobek,

25  Rehum, Hashabna, Maaseja,

26  Akija, Hanan, Anan,

27  Maluk, Harim, Baana.

28  Nemorant ar bobl, an aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, an Netiniz, hag an holl re a oa en em zispartiet diouzh pobloù ar broioù evit mirout lezenn Doue, o gwragez, o mibien hag o merc’hed, an holl re a oa gouest d’anavezout ha da gompren,

29  a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d’ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,

30  da dremen hep reiñ hor merc’hed da bobloù ar vro hag hep kemer o merc’hed evit hor mibien,

31  na da gemer tra ebet, d’an deizioù sabad ha d’an deizioù santelaet, eus pobloù ar vro a zegas marc’hadourez ha traoù a bep seurt evit o gwerzhañ, ha da zilezel er seizhvet bloaz hep goulenn paeamant dle ebet.

32  Hag e lakajomp evidomp hon-unan gourc’hemennoù, o kargañ ac’hanomp da reiñ bep bloaz an drederenn eus ur sikl evit servij ti hon Doue,

33  evit ar baraoù a ginnig, evit an donezon peurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioù sabad hag al loarioù nevez hag ar gouelioù, evit an traoù santel, evit an aberzhoù-dic’haouiñ e-keñver Israel, hag evit holl oberoù e ti hon Doue.

34  Hag e tennjont d’ar sord evit prof ar c’hoad, an aberzhourien, al Levited hag ar bobl, evit degas da di hon Doue, hervez tiez hon tadoù, d’an amzerioù merket a vloaz da vloaz, evit ma vo devet war aoter an AOTROU hon Doue, evel m’eo skrivet el lezenn.

35  En hevelep doare e oamp karget da zegas da di an AOTROU, a vloaz da vloaz, ar frouezh kentañ eus hon douar, ar frouezh kentañ eus an holl wez,

36  ar re gentañ-ganet eus hor mibien hag eus hol loened, evel m’eo skrivet el lezenn; karget e oamp da zegas da di hon Doue, d’an aberzhourien a ra ar servij e ti hon Doue, ar re gentañ-ganet eus hon ejened hag hon deñved;

37  karget e oamp da zegas d’an aberzhourien e kambroù ti hon Doue, tammoù kentañ hon toaz, hor profoù savet, frouezh eus an holl wez, gwin, eoul, hag hor boa da zegas d’al Levited deog hon douar, rak al Levited a gemer an deog diwar an holl gêrioù eus hor gounidigezh.

38  Bez’ e vefe un aberzhour mab Aaron gant al Levited pa gemeront an deog, hag al Levited a zegasfe un dekvedenn eus an deog da di hon Doue, e kambroù ti an teñzor.

39  Rak mibien Israel ha mibien Levi a zlee degas er c’hambroù ar profoù gwinizh, gwin hag eoul, e-lec’h m’emañ listri ar santual, ha m’en em zalc’h an aberzhourien oc’h ober ar servij, ar borzhierien hag ar ganerien. Evel-se ne zilezfemp ket ti hon Doue.

 

Pennad 11

1  Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d’ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c’hêrioù all.

2  Ar bobl a vennigas an holl re a asantas a-youl-vat chom e Jeruzalem.

3  Setu amañ pennoù ar broviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc’h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon.

4  Mibien eus Juda ha mibien eus Benjamin a reas o diazez e Jeruzalem. Eus mibien Juda: Ataja mab Ozia, mab Zakaria, mab Amaria, mab Shefatia, mab Mahalaleel, a-douez mibien Farez;

5  Maaseja mab Baruk, mab Kolhoze, mab Hazaja, mab Adaja, mab Jojarib, mab Zakaria, mab Shiloni;

6  holl vibien Farez a reas o diazez e Jeruzalem, tud kadarn, a voe pevar c’hant eizh ha tri-ugent.

7  Setu amañ mibien Benjamin: Sallu mab Meshullam, mab Joed, mab Pedaja, mab Kolaja, mab Maaseja, mab Itiel, mab Izaia;

8  ha war e lerc’h, Gabbai, Sallai, nav c’hant eizh den warn-ugent.

9  Joel mab Zikri a oa lakaet warno, ha Juda mab Senua a oa eil-rener kêr.

10  Aberzhourien: Jedaja mab Jojarib, Jakin,

11  Seraja mab Hilkija, mab Meshullam, mab Zadok, mab Merajod, mab Akitub, penn ti Doue,

12  hag o breudeur a rae servij an ti, eizh kant daou warn-ugent; Adaja mab Jerokam, mab Pelalia, mab Amzi, mab Zakaria, mab Pashur, mab Malkija;

13  hag e vreudeur pennoù tadoù, daou c’hant daou ha daou-ugent; Amashai mab Azareel, mab Akzai, mab Meshillemod, mab Immer;

14  hag o breudeur, tud kadarn ha galloudek, kant eizh warn-ugent; ha Zabdiel mab Gedolim a oa lakaet warno.

15  Levited: Shemaja mab Hashub, mab Azrikam, mab Hashabia, mab Bunni,

16  ha Shabtai ha Jozabad, karget eus labourioù diavaez ti Doue, hag a oa a-douez pennoù al Levited;

17  Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;

18  an holl Levited er gêr santel a oa daou c’hant pevar ha pevar-ugent.

19  Porzhierien: Akkub, Talmon, hag o breudeur a ziwalle an dorojoù, kant daouzek ha tri-ugent.

20  Nemorant an Israeliz, an aberzhourien hag al Levited a oa en holl gêrioù Juda, pep hini en e hêrezh.

21  An Netiniz a reas o diazez en Ofel; Zika ha Gishpa a oa pennoù an Netiniz.

22  Penn al Levited e Jeruzalem a oa Uzzi mab Bani, mab Hashabia, mab Matania, mab Mika, a-douez mibien Azaf, ar ganerien karget eus al lidoù e ti Doue,

23 rak ur gourc’hemenn a-berzh ar roue a oa diwar o fenn, hag e oa ur gopr suraet evit ar ganerien, bemdez.

24  Petakja mab Meshezabeel, a-douez mibien Zerak, mab Juda, a oa kefrediour ar roue evit holl aferioù ar bobl.

25  Hiniennoù eus mibien Juda a reas o diazez e kêriadennoù war ar maez, e Kirjad-Arba hag en he c’hêriadennoù, e Dibon hag en he c’hêriadennoù, e Jekabzeel hag en he c’hêriadennoù,

26  e Jeshua, e Molada, e Bet-Paled,

27 e Hazar-Shual, e Beer-Sheba hag en he c’hêriadennoù,

28  e Ziklag, e Mekona hag en he c’hêriadennoù,

29  en En-Rimmon, e Zorea, e Jarmud,

30  e Zanoak, en Adullam hag en o c’hêriadennoù, e Lakis hag en he douaroù, en Azeka hag en he c’hêriadennoù. Hag e voent o chom adalek Beer-Sheba betek traonienn Hinnom.

31  Ha mibien Benjamin a voe adalek Geba, e Mikmash, Aya, Betel hag en he c’hêriadennoù,

32  en Anatod, Nob, Anania,

33  Hazor, Rama, Gittaim,

34  Hadid, Zeboim, Neballad,

35  Lod, Ono, traonienn ar Vicherourien.

36  Hag a-douez al Levited, darn eus Juda en em stagas ouzh Benjamin.

 

Pennad 12

1  Setu amañ an aberzhourien hag al Levited a bignas gant Zorobabel mab Shealtiel, ha gant Jezua: Seraja, Jeremiaz, Ezdra,

2  Amaria, Maluk, Hattush,

3  Shekania, Rehum, Meremod,

4  Iddo, Ginetoi, Abija,

5  Mijamin, Maadia, Bilga,

6  Shemaja, Jojarib, Jedaja,

7  Sallu, Amok, Hilkija, Jedaja. Ar re-se a voe pennoù an aberzhourien hag o breudeur en amzer Jezua.

8  Al Levited: Jezua, Binnui, Kadmiel, Sherebia, Juda, Matania a rene ar meuleudioù, eñ hag e vreudeur,

9  Bakbukia hag Unni, o breudeur, a oa karget en o c’hichen.

10  Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada,

11  Jojada a voe tad da Jonatan, Jonatan a voe tad da Jadua.

12  En amzer Jojakim e oa aberzhourien ar pennoù tadoù: evit Seraja, Meraja; evit Jeremiaz, Hanania;

13  evit Ezdra, Meshullam; evit Amaria, Jokanan;

14  evit Meliku, Jonatan; evit Shebania, Jozef;

15  evit Harim, Adna; evit Merajod, Helkai;

16  evit Iddo, Zakaria; evit Gineton, Meshullam;

17  evit Abija, Zikri; evit Minjamin ha Moadia, Piltai;

18  evit Bilga, Shammua; evit Shemaja, Jonatan;

19  evit Jojarib, Matnai; evit Jedaja, Uzzi;

20  evit Sallai, Kallai; evit Amok, Eber;

21  evit Hilkija, Hashabia; evit Jedaja, Netanael.

22  Diwar-benn al Levited, ar pennoù tadoù a voe enskrivet en amzer Eliashib, Jojada, Jokanan ha Jadua; diwar-benn an aberzhourien e voe dindan ren Dariuz ar Pers.

23  Mibien Levi, ar pennoù tadoù a oa enskrivet e levr an Danevelloù betek amzer Jokanan mab Eliashib.

24  Pennoù al Levited a oa: Hashabia, Sherebia, Jezua mab Kadmiel, hag o breudeur a-dal dezho, evit meuliñ ha trugarekaat, hervez gourc’hemenn David den Doue, ul lez-kanañ o respont d’egile.

25  Matania, Bakbukia, Abdia, Meshullam, Talmon hag Akkub a oa gwarded, porzhierien karget eus ar gward ouzh treuzeier an dorojoù.

26  Ar re-se a oa en amzer Jojakim mab Jezua, mab Jozadak, hag en amzer Nehemia ar Gouarnour, hag Ezdra an aberzhour ha skrib.

27  Pa voe dedi moger Jeruzalem, e voe kaset da gerc’hat al Levited eus o holl lec’hioù evit o degas da Jeruzalem, evit ober an dedi gant levenez, trugarekadennoù ha kanaouennoù, gant simbalennoù, ludoù ha telennoù.

28  Mibien ar ganerien en em zastumas, eus trowardroioù Jeruzalem, eus kêriadennoù an Netofatiz,

29  eus Bet-Gilgal, eus maezioù Geba hag Azmaved, rak ar ganerien o doa savet kêriadennoù en-dro da Jeruzalem.

30  Hag an aberzhourien hag al Levited en em c’hlanaas, hag e c’hlanajont ivez ar bobl, an dorojoù hag ar voger.

31  Neuze e ris da bennoù Juda pignat war ar voger, hag e lakais daou laz-kanañ bras evit meuliñ. Unan a yeas a-zehou war ar voger, etrezek dor an Teil.

32  War o lerc’h e kerzhe Hoshea gant un hanter eus pennoù Juda:

33  Azaria, Ezdra, Meshullam,

34  Juda, Benjamin, Shemaja ha Jeremiaz,

35  ha mibien an aberzhourien gant trompilhoù: Zakaria mab Jonatan, mab Shemaja, mab Matania, mab Mikaja, mab Zakkur, mab Azaf,

36  hag e vreudeur: Shemaja, Azareel, Milalai, Gilalai, Maai, Nataneel, Juda hag Hanani, gant binvioù-seniñ David den Doue; Ezdra ar skrib a oa en o raok.

37  Hag ouzh dor ar Feunteun, a-dal dezho, e pignjont diri kêr David, dre savenn ar voger, dreist ti David, betek dor an Doureier war-zu ar sav-heol.

38  An eil laz-kanañ a yeas d’an tu all, ha me war e lerc’h, gant un hanter eus an dud, war ar voger dreist tour ar Fornioù, betek ar voger Ledan,

39  ha dreist dor Efraim, dreist an nor Gozh, dreist dor ar Pesked ha tour Hananeel ha tour Mea, betek dor an Deñved, evit chom a-sav e-tal dor an Toull-bac’h.

40  Neuze an daou laz-kanañ a arsavas e ti Doue, ha me ivez, an hanter eus ar pennoù a oa ganin,

41  hag an aberzhourien Eliakim, Maaseja, Minjamin, Mikaja, Eljoenai, Zakaria hag Hanania, gant trompilhoù,

42  ha Maaseja, Shemaja, Eleazar, Uzzi, Jokanan, Malkija, Elam hag Ezer. Hag ar ganerien a ganas uhel, renet gant Jizrakja.

43  Kinniget e voe en deiz-se aberzhoù bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez vras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.

44  Lakaet e voe en deiz-se tud war ar c’hambroù evit an teñzorioù, evit ar profoù savet, evit ar frouezh kentañ, hag evit an deogoù, da zastum enno eus tiriadoù ar c’hêrioù, al lodennoù merket gant al lezenn evit an aberzhourien hag evit al Levited. Rak Juda a voe el levenez en abeg d’an aberzhourien ha d’al Levited a oa eno,

45  hag a servije en o c’harg dirak Doue, hag a rae ar c’hlanidigezh; en hevelep doare ar ganerien hag ar borzhierien a oa ivez en o c’harg, hervez gourc’hemenn David ha Salomon e vab.

46  Rak gwechall, en amzer David hag Azaf, e oa mestroù-ganerien, ha kanaouennoù a veuleudi hag a drugarekadennoù da Zoue.

47  Hag an holl Israeliz, en amzer Zorobabel hag en amzer Nehemia, a roe lodennoù ar ganerien ha lodennoù ar borzhierien deiz dre zeiz. Reiñ a raent d’al Levited an traoù santelaet, hag al Levited a roe da vibien Aaron an traoù santelaet.

 

Pennad 13

1  En amzer-se e voe lennet levr Moizez dirak ar bobl, hag e voe kavet skrivet ennañ e oa difennet ouzh an Ammonad hag ouzh ar Moabad mont e bodadenn Doue, da viken,

2  dre ma ne oant ket deuet en arbenn da vibien Israel gant bara ha dour, met o doa paeet Balaam a-enep dezho, evit o milligañ. Met hon Doue a droas ar vallozh e bennozh.

3  Adal ma voe klevet al lezenn, e voe dispartiet Israel diouzh pep meskad.

4  A-raok-se, an aberzhour Eliashib, lakaet war gambroù ti hon Doue, kar-tost da Dobija,

5  en doa kempennet evitañ ur gambr vras aze, el lec’h ma veze lakaet diagent an donezonoù, an ezañs, al listri, deogoù ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, an traoù a oa urzhiet evit al Levited, ar ganerien hag ar borzhierien, gant ar pezh a veze savet evit an aberzhourien.

6  Ne oan ket e Jeruzalem e-keit-se, rak d’an eilvet bloaz ha tregont eus Artakserksez roue Babilon, e oan distroet da gavout ar roue. Hag a-benn un nebeud amzer e c’houlennis an aotre da guitaat ar roue.

7  Distreiñ a ris da Jeruzalem, hag e komprenis an droug en doa graet Eliashib diwar-benn Tobija, o kempenn dezhañ ur gambr e leurenn ti Doue.

8  Displijet-kenañ on bet gant kement-se, hag e taolis holl arrebeuri ti Tobija er-maez eus ar gambr.

9  War va gourc’hemenn e voe glanaet ar c’hambroù, hag e tegasis enno listri ti Doue, an donezonoù hag an ezañs.

10  Klevout a ris ivez ne oa ket bet roet d’al Levited o lodennoù, hag e oa tec’het al Levited hag ar ganerien a rae ar servij, pep hini d’e bark.

11  Hag e c’hourdrouzis ar pennoù o lavarout: Perak eo dilezet ti Doue? Hag e tastumis al Levited hag ar ganerien, hag o adlakais en o c’hargoù.

12  Neuze holl Juda a zegasas deog ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, d’an teñzorioù.

13  Hag e lakais da verour war an teñzorioù Shelemia an aberzhour, Zadok ar skrib, Pedaja unan eus al Levited, hag evit o eilañ Hanan mab Zakkur, mab Matania. Ar re-se a veze sellet evel tud eeun, hag e oant e karg da lodennañ etre o breudeur.

14  O va Doue! Az pez soñj ac’hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez wirion e-keñver ti va Doue hag an traoù d’ober ennañ.

15  En deizioù-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d’ar sabad, ha reoù all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoù all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoù dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoù.

16  Hag e kêr e oa Tiriz a zegase pesked hag a bep seurt marc’hadourezh, hag o gwerzhe d’ar sabad da vibien Juda e Jeruzalem.

17  Hag e c’hourdrouzis pennoù Juda o lavarout: Pebezh droug a rit, o tisakrañ evel-se deiz ar sabad?

18  Ho tadoù, ha n’o deus ket graet an hevelep tra? Ha n’eo ket en abeg da-se en deus kaset Doue an holl walleur-mañ warno ha war ar gêr-mañ? Ha c’hwi a gresk adarre e fulor a-enep Israel o tisakrañ ar sabad.

19  Setu perak, adalek ma voe an heol en em dennet eus dorojoù Jeruzalem a-raok ar sabad, war va gourc’hemenn, e voe serret an dorojoù. Hag e c’hourc’hemennis chom hep o digeriñ betek goude ar sabad. Hag e lakais ur re bennak eus va zud ouzh an dorojoù, ma n’aje den ebet gant sammoù da zeiz ar sabad.

20  Hag ar varc’hadourien hag ar re a werzhe pep seurt traoù a dremenas an noz er-maez eus Jeruzalem ur wech pe div.

21  Hag e c’hourdrouzis anezho, hag e lavaris dezho: Perak e tremenis an noz dirak ar voger? Ma adkrogit, e lakain va dorn warnoc’h. Adalek an deiz-se, na zeujont ken d’ar sabad.

22  Hag e lavaris d’al Levited en em c’hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac’hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.

23  En deizioù-se e welis Yuzevien o doa kemeret gwragez eus Asdod, Ammon ha Moab.

24  O mibien, an hanter anezho, a gomze yezh an Asdodiz ha ne ouient ket komz yezh ar Yuzevien; komz a raent yezh ur bobl pe yezh ur bobl all.

25  Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc’hed d’o mibien, na gemerit ket o merc’hed evit ho mibien nag evidoc’h.

26  Ha n’eo ket e kement-se e pec’has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n’eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec’hiñ.

27  Hag e lezfemp ac’hanoc’h d’ober un droug ken bras, un torfed ken bras a-enep hon Doue, o kemer gwragez estren!

28  Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c’hichen.

29  O va Doue! Az pez soñj anezho, rak saotret o deus ar velegiezh, emglev an aberzhourien hag al Levited.

30  Evel-se o glanaat a ris diouzh kement a oa estren, hag ec’h adlakais en urzh kargoù an aberzhourien hag al Levited, da bep hini hervez e servij,

31  prof ar c’hoad d’ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac’hanon, evit ober vad din.

 

Publicités