17 Ester

LEVR ESTER

 

Pennad 1

1  En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent,

2  en amzer-se, evel ma oa azezet ar roue Asueruz war dron e rouantelezh e Suza ar gêrbenn,

3  er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d’e holl briñsed ha d’e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ.

4  Diskouez a reas dezho pinvidigezhioù e rouantelezh glorius ha splannder kaer e veurdez e-pad un niver bras a zeizioù, kant ha pevar-ugent deiz.

5  Pa voe tremenet an deizioù-se, ar roue a reas ur fest e-pad seizh devezh, e leurenn liorzh palez ar roue, d’an holl bobl en em gave e Suza ar gêrbenn, eus ar brasañ d’ar bihanañ.

6  Palennoù gwenn, gwer ha limestra a oa staget gant kerdin lin fin ha tane ouzh lagadennoù arc’hant ha peulioù marmor. Gweleoù aour hag arc’hant a oa lakaet war bavezioù porfir, marmor, nakr ha marbr-du.

7  Roet e veze da evañ e podoù aour, a oa disheñvel etrezo, hag e oa gwin roueel a-fonn, hervez largentez ar roue.

8  Evel ma oa urzhiet, den ne oa bountet da evañ, rak ar roue en doa gourc’hemennet start d’e holl hanafourien servijañ evel ma felle da bep hini.

9  Vasti, ar rouanez, a reas ivez ur fest evit ar gwragez, e palez ar roue Asueruz.

10  D’ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c’hourc’hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,

11  degas Vasti ar rouanez dirak ar roue, gant ar gurunenn roueel, evit diskouez d’an dud ha d’ar briñsed he c’haerded, rak kaer e oa he dremm.

12  Met ar rouanez Vasti ne fellas ket dezhi sentiñ ouzh ar gourc’hemenn en doa roet dezhi ar roue dre ar spazhidi. Hag ar roue a gounnaras meurbet, e fulor en em danas ennañ.

13  Neuze ar roue a gomzas d’ar re fur o doa anaoudegezh an amzerioù. Rak evel-se e rae ar roue gant e aferioù, e-keñver an holl re a anaveze al lezenn hag ar varn.

14  Ar re dostañ outañ a oa Karshena, Shetar, Admata, Tarsiz, Merez, Marsena ha Memukan, seizh priñs eus Persia hag eus Media, a wele dremm ar roue, hag a zalc’he ar renk kentañ er rouantelezh.

15  Petra a raimp hervez al lezenn d’ar rouanez Vasti, dre ma n’he deus ket sentet ouzh an urzh en doa roet dezhi ar roue Asueruz dre ar spazhidi?

16  Neuze Memukan a lavaras dirak ar roue hag ar briñsed: Ar rouanez Vasti n’he deus ket graet fall e-keñver ar roue hepken, met ivez e-keñver an holl briñsed hag an holl bobloù a zo en holl broviñsoù ar roue Asueruz.

17  Rak ar pezh he deus graet ar rouanez a vo anavezet gant an holl wragez, hag a raio dezho disprizañ o friedoù; lavarout a raint: Ar roue Asueruz en doa gourc’hemennet degas dezhañ ar rouanez, ha n’eo ket deuet.

18  Hiziv, priñsezed Persia ha Media, o vezañ anavezet ar pezh he deus graet ar rouanez, a responto en hevelep doare da holl briñsed ar roue. Hag e c’hoarvezo kalz a zispriz hag a gounnar.

19  Mar kav mat ar roue, ra vo embannet un urzh roueel eus e berzh, ha ra vo skrivet e lezennoù Persia ha Media, ha ra vo didorrus, penaos na zeuio ken Vasti dirak ar roue Asueruz, hag e roio ar roue ar vriegezh a rouanez da unan all, gwelloc’h egeti.

20  Ha pa vo anavezet an urzh en devo graet ar roue, en e holl rouantelezh, daoust pegen bras eo, an holl wragez a enoro o friedoù, eus ar brasañ d’ar bihanañ.

21  Ar gomz-se a blijas d’ar roue ha d’e briñsed, hag ar roue a reas hervez ar pezh en doa lavaret Memukan.

22  Kas a reas lizheroù da holl broviñsoù ar roue, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, evit ma vefe pep gwaz mestr en e di. Embannet e voe hervez yezh pep pobl.

 

Pennad 2

1  Goude an traoù-se, pa voe sioulaet kounnar ar roue Asueruz, en doe soñj eus Vasti hag eus ar pezh he doa graet, hag eus ar pezh en doa divizet en he c’heñver.

2  An dud yaouank a servije ar roue a lavaras: Ra vo klasket evit ar roue merc’hed yaouank gwerc’h ha koant,

3  ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc’hed yaouank gwerc’h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn.

4  Hag ar plac’h yaouank a blijo d’ar roue a reno e-lec’h Vasti. Kement-se a blijas d’ar roue, hag e reas evel-se.

5  Hag e oa e Suza ar gêrbenn ur Yuzev anvet Mardoke, mab Jair, mab Shimei, mab Kish, ur Benjaminad,

6  a oa bet harluet eus Jeruzalem gant ar brizonidi harluet gant Jekonia roue Juda, en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon.

7  Sevel a rae Hadasa, hag a zo Ester, merc’h e eontr, rak n’he doa na tad na mamm. Ar plac’h yaouank a oa a vent kaer ha koant. Goude marv he zad hag he mamm, Mardoke en doa he c’hemeret evel e verc’h.

8  Pa voe anavezet komz hag urzh ar roue, ha ma voe dastumet un niver bras a verc’hed e Suza ar gêrbenn dindan evezh Hegai, Ester a voe degaset da di ar roue dindan evezh Hegai, diwaller ar gwragez.

9  Ar plac’h yaouank a blijas dezhañ hag a gavas gras dirazañ. Hastañ a reas reiñ dezhi ar pezh a oa ret evit en em gempenn hag evit he bevañs. Hag e roas dezhi seizh plac’h yaouank dibabet e ti ar roue, hag he lojañ a reas gant ar seizh plac’h yaouank-se er gwellañ lec’h eus ti ar gwragez.

10  Ester ne zisklêrias ket he fobl nag he ganedigezh, rak Mardoke en doa urzhiet dezhi na zisklêrje netra.

11  Bemdez Mardoke a bourmene dirak leurenn ti ar gwragez, evit gouzout penaos edo an traoù gant Ester ha petra e vije graet dezhi.

12  Pa errue gant pep plac’h yaouank an dro da vont da gavout ar roue Asueruz, goude bezañ graet hervez al lezenn e-pad daouzek miz, rak evel-se en em rae deizioù o c’hempennadur, c’hwezh miz gant eoul mir, ha c’hwec’h miz gant c’hwezhioù-mat hag ezañsoù a bep seurt evit gwragez,

13  neuze, ar plac’h yaouank a yae da gavout ar roue. Kement tra a c’houlenne a veze roet dezhi, evit kas ganti eus ti ar gwragez da di ar roue.

14  Mont a rae e-barzh d’abardaez, ha diouzh ar beure e tistroe da eil ti ar gwragez, dindan evezh Shaashgaz, spazhad ar roue, diwaller ar serc’hed. Ne yae ken etrezek ar roue, nemet hag e c’hoantafe ar roue hag e vefe galvet dre hec’h anv.

15  Pa erruas tro Ester merc’h Abikail, eontr Mardoke, en doa he c’hemeret evel e verc’h, da vont da gavout ar roue, ne c’houlennas netra nemet ar pezh a lavarfe Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez. Ester a gave gras dirak an holl re a wele anezhi.

16  Evel-se Ester a voe degaset d’ar roue Asueruz, d’e di roueel, d’an dekvet miz, a oa miz Tevet, er seizhvet bloaz eus e ren.

17  Ar roue a garas Ester muioc’h eget an holl wragez, hi a gavas gras ha madelezh dirazañ muioc’h eget an holl werc’hezed. Lakaat a reas ar gurunenn roueel war he fenn, hag e reas anezhi rouaned e-lec’h Vasti.

18  Ar roue a reas ur fest bras evit e holl briñsed hag e servijerien, fest Ester. Hag e roas diskuizh d’ar proviñsoù, ha donezonoù hervez largentez ar roue.

19  Evel ma oa dastumet ar gwerc’hezed un eil gwech, Mardoke a oa azezet ouzh dor ar roue.

20  Ester n’he doa ket disklêriet he ganedigezh nag he fobl, evel m’en doa urzhiet dezhi Mardoke, rak ober a rae hervez komzoù Mardoke, evel pa oa savet en e di.

21  En deizioù-se, e-pad ma oa azezet Mardoke ouzh dor ar roue, Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoù, o vezañ aet droug enno, a glaske lakaat o dorn war ar roue Asueruz.

22  Mardoke a ouezas kement-se, hag en roas da anavezout da Ester. Ester en lavaras d’ar roue a-berzh Mardoke.

23  Enklasket e voe an dra, ha kavet e oa gwir. An daou a voe krouget ouzh ur wezenn, ha kement-se a voe skrivet e levr an Danevelloù dirak ar roue.

 

Pennad 3

1  Goude an traoù-se, ar roue Asueruz a uhelaas Haman mab Hammedata an Agagad. E sevel a reas hag e lakaas e gador dreist hini an holl briñsed a oa gantañ.

2  Holl servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a blege hag a stoue dirak Haman, rak ar roue en doa gourc’hemennet-se en e geñver. Met Mardoke ne blege ket ha ne stoue ket dirazañ.

3  Servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a lavaras da Vardoke: Perak e torrez gourc’hemenn ar roue?

4  Goude bezañ lavaret dezhañ kement-se e-pad meur a zevezh, ne selaoue ket anezho, hag henn lavarjont da Haman, evit gwelout ha derc’hel a raje start Mardoke; rak lavaret en doa dezho e oa Yuzev.

5  Haman a welas na blege ket ha na stoue ket Mardoke dirazañ, hag Haman a voe leun a fulor.

6  Met ne brize ket lakaat e dorn war Vardoke e-unan, rak diskuliet e oa bet dezhañ pobl Mardoke. Hag Haman a glaskas distrujañ an holl Yuzevien a oa dre-holl e rouantelezh Asueruz, dre ma oant pobl Mardoke.

7  D’ar miz kentañ, a zo miz Nisan, en daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha bep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.

8  Haman a lavaras d’ar roue Asueruz: Bez’ ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc’h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N’eo ket dereat d’ar roue o lezel evel-se.

9  Mar kav mat ar roue, ra vo skrivet evit o distrujañ, hag e lakain etre daouarn ar velestrourien dek mil talant arc’hant (~ 300 tonenn), evit ma vint kaset e teñzorioù ar roue.

10  Ar roue a lamas e walenn eus e zorn hag a roas anezhi da Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien.

11  Hag ar roue a lavaras da Haman: An arc’hant a zo roet dit, koulz ar bobl-se, da ober ganto evel ma kari.

12  D’an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc’hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c’houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.

13  Hag al lizheroù a voe kaset dre rederien da holl broviñsoù ar roue, evit ma vije kaset da get, lazhet, distrujet an holl Yuzevien, ar re yaouank evel ar re gozh, ar vugale hag ar maouezed, en un hevelep devezh, an trizekvet eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, ha ma vije preizhet o madoù.

14  Al lizheroù skrivet evel-se a zouge ma vije embannet an urzh-se e pep proviñs, ha ma vije meneget d’an holl bobloù, evit bezañ prest a-benn an deiz-se.

15  Ar rederien a hastas buan war c’hourc’hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.

 

Pennad 4

1  Pa anavezas Mardoke ar pezh a c’hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac’h ha ludu, hag ez eas dre gêr o krial gant kriadennoù kreñv ha c’hwerv.

2  Hag e teuas betek dirak dor ar roue, rak ne c’helle den gwisket gant ur sac’h mont dre zor ar roue.

3  Hag e pep proviñs, el lec’hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, ar Yuzevien a voe en ur glac’har bras, o yunañ, o ouelañ hag oc’h hirvoudiñ. Kalz a c’hourveze war seier ha ludu.

4  Mitizhien Ester hag he spazhidi a zeuas d’he c’havout hag a lavaras dezhi kement-se. Ar rouanez a voe gwall spouronet, hag e kasas dilhad da wiskañ Mardoke, evit ma lamje e sac’h diwarnañ, met n’o c’hemeras ket.

5  Neuze Ester a c’halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijañ; hag hi a c’hourc’hemennas dezhañ goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se.

6  Hatak a yeas eta da gavout Mardoke war al leurgêr a oa dirak dor ar roue.

7  Mardoke a zisklêrias dezhañ kement a oa c’hoarvezet ha pegement a arc’hant en doa prometet Haman da baeañ da deñzor ar roue diwar-benn ar Yuzevien, evit o distrujañ.

8  Hag e roas dezhañ un eilskrid eus ar skrid-urzh a oa bet embannet e Suza d’o distrujañ, evit e ziskouez da Ester ha reiñ dezhi da gompren an traoù, hag evit lavarout dezhi mont da di ar roue ha goulenn digantañ gras hag e aspediñ e-keñver ar bobl.

9  Hatak a zeuas da zisklêriañ da Ester komzoù Mardoke.

10  Ester a gomzas ouzh Hatak, hag a c’hourc’hemennas dezhañ lavarout da Vardoke:

11  Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pe maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d’ar marv, nemet ec’h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c’hell bevañ. Ha me n’on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.

12  Kaset e voe komzoù Ester da Vardoke.

13  Mardoke a reas respont da Ester: Na soñj ket enni da-unan, dre ma’z out e ti ar roue, e c’helli tec’hout da-unan a-douez an holl Yuzevien.

14  Mar tavez en amzer-mañ, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec’h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n’eo ket evit un amzer evel houmañ ez out deuet d’ar rouantelezh?

15  Ester a reas respont da Vardoke:

16  Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma’z eo enep al lezenn, ha ma c’hoarvez e varvin, me a varvo!

17  Mardoke a yeas hag a reas kement he doa gourc’hemennet dezhañ Ester.

 

Pennad 5

1  D’an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc’has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.

2  Pa welas ar rouanez Ester en em zalc’he war al leurenn, houmañ a gavas gras dirazañ. Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour a oa en e zorn. Ester a dostaas hag a stokas ouzh penn ar vazh.

3  Ar roue a lavaras dezhi: Petra a zo ganit, rouanez Ester, petra a c’houlennez? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.

4  Ester a respontas: Mar kav mat ar roue, ra zeuio ar roue gant Haman hiziv d’ar fest am eus aozet evitañ.

5  Hag ar roue a lavaras: Galvit buan Haman, evit ober ar pezh he deus lavaret Ester. Hag e teuas ar roue gant Haman d’ar fest he doa aozet Ester.

6  Ar roue a lavaras da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c’houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c’hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.

7  Ester a respontas o lavarout: Setu va goulenn ha va c’hoant:

8  Mar em eus kavet gras dirak ar roue, ha mar kav mat ar roue reiñ din va goulenn hag ober hervez va c’hoant, ra zeuio ar roue gant Haman d’ar fest a aozin evito, ha warc’hoazh e rin hervez ar pezh en deus lavaret ar roue.

9  Haman a yeas, en deiz-se, seder ha laouen e galon. Met pa welas ouzh dor ar roue Mardoke ha ne savas ket ha ne fiñvas ket evitañ, e voe leun a gounnar a-enep Mardoke.

10  Met Haman en em zalc’has hag a yeas d’ar gêr hag a gasas da gerc’hat e vignoned ha Zeresh e wreg.

11  Neuze Haman a gomzas dezho diwar-benn gloar e binvidigezhioù, niver e vibien, kement en doa graet ar roue evit e uhelaat, ha penaos en doa e savet dreist priñsed ha servijerien ar roue.

12  Haman a lavaras ivez: Zoken ar rouanez Ester n’he deus pedet nemedon da zont gant ar roue d’ar fest he deus graet, ha warc’hoazh ez on pedet ganti da vont adarre gant ar roue.

13  Met kement-se holl n’eo ket a-walc’h din, e-keit ha ma welin Mardoke ar Yuzev azezet ouzh dor ar roue.

14  Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad (~ pemp metr warn-ugent), ha warc’hoazh beure lavar d’ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d’ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug.

 

Pennad 6

1  En noz-se ar roue ne c’hellas ket kousket, hag e c’hourc’hemennas degas levr an eñvorioù: an Danevelloù. Hag e voent lennet dirak ar roue.

2  Hag e voe kavet skrivet en doa disklêriet Mardoke diwar-benn Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoù, o doa klasket lakaat o dorn war ar roue Asueruz.

3  Ar roue a lavaras: Peseurt enor ha peseurt bri a zo bet kinniget da Vardoke evit kement-se? Ha tud ar roue a servije anezhañ a respontas: N’eus bet graet netra evitañ.

4  Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d’ar roue krougañ Mardoke d’ar post-kroug en doa prientet evitañ.

5  Tud ar roue a lavaras dezhañ: Setu Haman a zo el leurenn; hag ar roue a lavaras: Ra zeuio-tre!

6  Haman eta a zeuas, hag ar roue a lavaras dezhañ: Petra a vo graet evit un den a fell d’ar roue enoriñ? Haman a lavaras en e galon: Da biv e fellfe d’ar roue ober muioc’h a enor eget din-me?

7  Hag Haman a lavaras d’ar roue: Diwar-benn an den a fell d’ar roue enoriñ,

8  ra vo degaset dezhañ dilhad roueel en deus gwisket ar roue, hag ur marc’h en deus aet ar roue warnañ, ra vo lakaet ur gurunenn roueel war e benn,

9  ra vo roet an dilhad-se hag ar marc’h-se da unan eus priñsed uhelañ ar roue, ra vo gwisket an den a fell d’ar roue enoriñ, ra vo graet dezhañ mont war varc’h dre straedoù kêr, ra vo huchet dirazañ: Evel-se e vez graet d’an den a fell d’ar roue enoriñ!

10  Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc’h evel m’ec’h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d’ober netra eus ar pezh ac’h eus lavaret.

11  Hag Haman a gemeras an dilhad hag ar marc’h, a wiskas Mardoke hag a lakaas anezhañ da vont war varc’h dre straedoù kêr, en ur huchal dirazañ: Evel-se e vez graet d’an den a fell d’ar roue enoriñ!

12  Goude-se, Mardoke a zistroas da zor ar roue, hag Haman en em dennas buan d’e di, gwall c’hlac’haret, goloet e benn.

13  Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c’hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhañ dirazañ, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec’hi ket warnañ, met kouezhañ a ri dirazañ.

14  Hag evel ma komzent c’hoazh gantañ, spazhidi ar roue a zeuas hag a hastas degas Haman d’ar fest aozet gant Ester.

 

Pennad 7

1  Ar roue hag Haman a zeuas d’ar fest da di ar rouanez Ester.

2  Hag en eil deiz-se, ar roue a lavaras c’hoazh da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c’houlennez rouanez Ester? Roet e vo dit. Petra eo da c’hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.

3  Ar rouanez Ester a respontas o lavarout: Mar em eus kavet gras dirazout, o roue, ha mar kav mat ar roue, ra vo roet din va buhez hervez va goulenn, ha va fobl hervez va c’hoant!

4  Rak gwerzhet omp bet, me ha va fobl, da vezañ distrujet, lazhet, kaset da get. Ma vijemp gwerzhet evit bezañ sklaved ha mitizhien, am bije tavet, petra bennak ma ne c’hellje ket ar gwasker dic’haouiñ ar c’holl evit ar roue.

5  Hag ar roue Asueruz a gomzas ouzh ar rouanez Ester o lavarout: Piv eo, ha pelec’h emañ an den en deus kredet en e galon ober kement-se?

6  Hag Ester a lavaras: Ar gwasker hag an enebour eo an den fall-mañ, Haman. Hag Haman a voe spontet dirak ar roue hag ar rouanez.

7  Hag ar roue, en e fulor, a savas eus ar fest hag a yeas e liorzh ar palez. Haman a chomas evit azgoulenn e vuhez digant ar rouanez Ester, rak gwelout a rae en doa divizet ar roue e goll.

8  Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da di ar fest, Haman a oa kouezhet war ar gwele ma oa Ester warnañ. Ar roue a lavaras: Hag e vefe feuls e-keñver ar rouanez dirazon, en ti-mañ? Adalek ma voe deuet ar gomz-se eus genoù ar roue, e voe goloet e zremm da Haman.

9  Hag Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras dirak ar roue: Setu, ar post-kroug en deus graet Haman evit Mardoke, an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Haman, uhel a hanter-kant ilinad. Ar roue a lavaras: Ra vo krouget eno.

10  Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.

 

Pennad 8

1  En deiz-se, ar roue Asueruz a roas d’ar rouanez Ester ti Haman, gwasker ar Yuzevien. Ha Mardoke a zeuas dirak ar roue, rak Ester he doa disklêriet piv e oa dezhi.

2  Ar roue a gemeras e walenn en doa graet lemel digant Haman, hag en roas da Vardoke. Hag Ester a lakaas Mardoke war di Haman.

3  Hag e kendalc’has Ester da gomz dirak ar roue, hag en em daolas d’e dreid o ouelañ, hag e pedas anezhañ da virout ouzh drougiezh Haman an Agagad d’oberiañ er pezh en doa iriennet a-enep ar Yuzevien.

4  Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour. Ester a savas hag en em zalc’has en he sav dirak ar roue,

5  hag e lavaras: Mar kav mat ar roue ha mar em eus kavet gras dirazañ, mar seblant dereat an dra d’ar roue ha mard on plijus dezhañ, ra vo skrivet evit terriñ al lizheroù a sell ouzh irienn Haman mab Hammedata an Agagad, hag en doa skrivet evit distrujañ ar Yuzevien a zo en holl broviñsoù ar roue.

6  Rak penaos e c’hellfen gwelout an droug a dizhfe va fobl, penaos e c’hellfen gwelout distruj va gouenn?

7  Neuze ar roue Asueruz a lavaras d’ar rouanez Ester ha d’ar Yuzev Mardoke: Setu, roet em eus ti Haman da Ester, ha krouget eo bet d’ar post-kroug dre m’en doa astennet e zorn a-enep ar Yuzevien.

8  C’hwi eta, skrivit en anv ar roue e-keñver ar Yuzevien evel ma kavot mat, ha siellit gant gwalenn ar roue. Rak ur skrid, pa vez skrivet en anv ar roue ha siellet gant gwalenn ar roue, ne c’hell ket bezañ torret.

9  Kerkent, d’an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d’ar Yuzevien kement a c’hourc’hemennas Mardoke, da ofiserien, da c’houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d’ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.

10  Skrivet e voe eta en anv ar roue Asueruz, hag e voe siellet al lizheroù gant gwalenn ar roue. Goude e voent kaset dre rederien war gezeg pe war vuled ganet eus kezekenned.

11  Al lizheroù a aotree ar Yuzevien a oa e pep kêr d’en em zastum ha d’en em zerc’hel evit difenn o buhez, da zistrujañ, lazhañ ha kas da get pep galloud a bobl hag a broviñs o gwaskfe hag a breizhfe o madoù, kenkoulz ar vugale hag ar maouezed,

12  ha kement-se en un hevelep deiz, en holl broviñsoù ar roue Asueruz, en trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar.

13  Al lizheroù skrivet evel-se a zouge ma vije embannet an urzh-se e pep proviñs, ha ma vije meneget d’an holl bobloù, evit ma vije prest ar Yuzevien, en deiz-se, d’en em veñjiñ eus o enebourien.

14  Ar rederien pignet war gezeg ha war vuled a hastas buan-tre war c’hourc’hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn.

15  Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kêr Suza a laoske youc’hadennoù hag a laouenae.

16  Bez’ e voe evit ar Yuzevien eurvad, eürusted, laouenidigezh hag enor.

17  E pep proviñs hag e pep kêr, el lec’hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz a dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.

 

Pennad 9

1  D’an trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, pa’c’h erruas an deiz evit seveniñ urzh ar roue hag e gemenn, an deiz ma c’hortoze enebourien ar Yuzevien bezañ mestroù warno, ar c’hontrol a voe, ar Yuzevien a voe mestroù war ar re a gasae anezho.

2  Ar Yuzevien en em zastumas en o c’hêrioù, dre holl broviñsoù ar roue Asueruz, evit lakaat o dorn war ar re a glaske o c’holl. Ha den ne c’helle derc’hel dirazo, rak an aon razo a oa kouezhet war an holl bobloù.

3  Hag holl briñsed ar proviñsoù, an ofiserien, ar c’houarnourien hag holl velestrourien ar roue a skoazellas ar Yuzevien, rak spont Mardoke a oa kouezhet warno.

4  Rak Mardoke a oa bras e ti ar roue, hag ar brud mat anezhañ en em strewe dre an holl broviñsoù, rak ez ae an den Mardoke war vrasaat.

5  Ar Yuzevien a skoas war o holl enebourien a daolioù kleze, hag e voe ul lazhadeg hag un distruj. Ober a rejont evel ma plije dezho d’ar re o c’hasae.

6  E Suza ar gêrbenn, ar Yuzevien a lazhas hag a lakaas da varv pemp kant den,

7  ha Parshandata, Dalfon, Aspata,

8  Porata, Adalia, Aridata,

9  Parmashta, Arizai, Aridai, Vajezata

10  hag e lazhjont dek mab Haman mab Hammedata, enebour ar Yuzevien. Met ne lakajont ket o daouarn d’ar breizhadeg.

11  En deiz-se e voe lavaret d’ar roue niver ar re a oa bet lazhet e Suza ar gêrbenn.

12  Hag ar roue a lavaras d’ar rouanez Ester: E Suza ar gêrbenn, ar Yuzevien o deus lazhet ha lakaet da varv pemp kant den ha dek mab Haman. Petra o devo graet en nemorant eus proviñsoù ar roue? Petra a c’houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c’hoant c’hoazh? Graet e vo dit.

13  Ester a lavaras: Mar kav mat ar roue, ra vo aotreet warc’hoazh adarre d’ar Yuzevien a zo e Suza ober hervez an urzh a hiziv, ha ra vo lakaet a-ispilh ouzh ar post dek mab Haman.

14  Hag ar roue a urzhias ober evel-se. An urzh a voe embannet e Suza, ha dek mab Haman a voe lakaet a-ispilh.

15  Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas c’hoazh d’ar pevarzekvet deiz eus miz Adar, hag e lazhjont e Suza tri c’hant den. Met ne lakajont ket o daouarn d’ar breizhadeg.

16  An nemorant eus ar Yuzevien, a oa e proviñsoù ar roue, en em zastumas hag en em zalc’has evit difenn o buhez, hag o doe diskuizh eus o enebourien, hag e lazhjont pemzek mil den ha tri-ugent eus ar re a gasae anezho. Met ne lakajont ket o daouarn d’ar breizhadeg.

17  Kement-se a c’hoarvezas d’an trizekvet deiz a viz Adar. D’ar pevarzekvet deiz e tiskuizhjont, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.

18  Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas d’an trizekvet deiz ha d’ar pevarzekvet deiz, hag e tiskuizhjont d’ar pemzekvet, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.

19  Setu perak ar Yuzevien diwar ar maez, a zo o chom e kêrioù n’int ket serret gant mogerioù, a ra gant ar pevarzekvet deiz a viz Adar un devezh levenez ha fest, un deiz gouel, ma kaser profoù an eil d’egile.

20  Mardoke a skrivas an traoù-mañ, hag a gasas lizheroù d’an holl Yuzevien a oa en holl broviñsoù ar roue Asueruz, ar re dost hag ar re bell,

21  evit gourc’hemenn dezho, bep bloaz, lidañ ar pevarzekvet deiz hag ar pemzekvet deiz a viz Adar,

22  evel deizioù m’o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c’hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d’egile ha ma reer donezonoù d’ar beorien.

23  Ar Yuzevien a gendalc’has gant ar pezh e oant en em lakaet d’ober, ha gant ar pezh en doa skrivet Mardoke dezho,

24  rak Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien, en doa iriennet a-enep ar Yuzevien evit o distrujañ, hag en doa taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, evit o c’has da get hag o distrujañ;

25  met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c’hourc’hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.

26  Setu perak ez eo anvet an deizioù-se Pourim, eus ar ger Pour. Hag hervez komzoù al lizher-se, hervez ar pezh o doa gwelet hag ar pezh a oa c’hoarvezet ganto,

27  ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidañ bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c’houlz merket.

28  An deizioù-se a zlee bezañ eñvoret ha lidet a oad da oad, e pep tiegezh, e pep proviñs, e pep kêr, hag an deizioù Pourim-mañ ne zleent ket mont da netra e-touez ar Yuzevien, na eñvoradur anezho mont da get e-touez o diskennidi.

29  Ar rouanez Ester merc’h Abikail hag ar Yuzev Mardoke a skrivas gant o holl nerzh, evit startaat un eil gwech al lizher-se diwar-benn ar Pourim.

30  Kaset e voe lizheroù d’an holl Yuzevien er c’hant seizh proviñs warn-ugent eus rouantelezh Asueruz, gant komzoù a beoc’h hag a fealded,

31  evit diazezañ an deizioù Pourim-mañ en o c’houlz, evel m’o doa o diazezet ar Yuzev Mardoke hag ar rouanez Ester evito o-unan hag evel m’o doa o diazezet evit o diskennidi, da geñver o yunoù hag o hirvoudoù.

32  Evel-se urzh Ester a ziazezas an traoù e-keñver ar Pourim, hag ez eo bet skrivet el levr.

 

Pennad 10

1  Hag ar roue Asueruz a lakaas tailhoù war ar vro ha war inizi ar mor.

2  Diwar-benn an holl oberoù eus galloud ha nerzh Mardoke, ha diwar-benn munudoù e vraster, rak uhelaet e voe gant ar roue, ha n’eo ket skrivet e levr Danevelloù rouaned Media ha Persia?

3  Rak ar Yuzev Mardoke a voe an eil goude Asueruz, hag e voe bras e-touez ar Yuzevien, plijus d’e vreudeur niverus, o klask mad e bobl hag o komz evit eurvad e holl ouenn.

Publicités