18 Job

LEVR JOB

 

Pennad 1

Istor Job

1  Bez’ e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.

2  Seizh mab ha teir merc’h a oa bet ganet dezhañ.

3  Hag e perc’henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.

4  Hag e vibien a yae an eil da di egile hag a roe ur fest pep hini d’e zeiz, hag e kasent da bediñ o zeir c’hoar da zont da zebriñ ha da evañ ganto.

5  Ha pa veze echu tro deizioù ar fest, Job a gase da gerc’hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoù evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec’het va mibien, hag o deus dismegañset Doue en o c’halonoù. Evel-se e rae Job bepred.

6  Hag e c’hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez.

7  An AOTROU a lavaras da Satan: A-belec’h e teuez? Satan a respontas d’an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.

8  An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec’h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N’eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug.

9  Satan a respontas d’an AOTROU o lavarout: Hag eo evit netra e touj Job Doue?

10  Ha ne’c’h eus ket graet evel un harz en-dro dezhañ, en-dro d’e di, en-dro da gement a zo dezhañ? Benniget ec’h eus oberoù e zaouarn, hag e dropelloù o deus kresket war an douar.

11  Met astenn da zorn, sko war gement a zo dezhañ, hag e villigo ac’hanout en da zremm.

12  An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, kement en deus a zo ez torn, nemetken, na laka ket da zorn warnañ. Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU.

13  Hag e c’hoarvezas un devezh, evel ma tebre e vibien hag e verc’hed ha ma event gwin e ti o breur henañ,

14  ma teuas ur c’hannad da gavout Job ha da lavarout dezhañ: An ejened a are, hag an azenezed a beure en o c’hichen,

15  ha Sabeaned a zo en em daolet warno hag o deus o zapet, lazhet o deus ar servijerien gant barvenn ar c’hleze. Me va-unan am eus tec’het da zisklêriañ dit.

16  Edo c’hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Tan Doue a zo kouezhet eus an neñvoù hag en deus devet an deñved hag ar servijerien, ha lonket anezho. Me va-unan am eus tec’het da zisklêriañ dit.

17  Edo c’hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Kaldeiz renket e tri bagad a zo en em daolet war ar c’hañvaled hag o deus o zapet, lazhet o deus ar servijerien gant barvenn ar c’hleze. Me va-unan am eus tec’het da zisklêriañ dit.

18  Edo c’hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Da vibien ha da verc’hed a zebre hag a eve gwin e ti o breur henañ,

19  ha setu, un avel vras a zo deuet eus tu all d’ar gouelec’h, hag en deus skoet gant pevar c’horn an ti, a zo kouezhet war ar re yaouank, hag ez int marvet. Me va-unan am eus tec’het da zisklêriañ dit.

20  Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d’an douar, e stouas

21  hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!

22  E kement-se holl, Job ne bec’has ket, ne rebechas netra da Zoue.

 

Pennad 2

1  Hag e c’hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez da gavout an AOTROU.

2  An AOTROU a lavaras da Satan: A-belec’h e teuez? Satan a respontas d’an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.

3  An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec’h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N’eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug. Derc’hel a ra c’hoazh start en e eeunder, petra bennak ma ec’h eus va atizet d’e zistrujañ hep abeg.

4  Satan a respontas d’an AOTROU o lavarout: Kroc’hen evit kroc’hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.

5  Met astenn da zorn ha sko war e eskern ha war e gig, hag e villigo ac’hanout en da zremm.

6  An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, emañ ez torn, nemetken, mir e vuhez.

7  Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU, hag e reuzias ouzh Job gant ur gouli bev adalek sol e dreid betek krec’h e benn.

8  Hag e kemeras un darbod evit en em gravat, hag ec’h azezas el ludu.

9  E wreg a lavaras dezhañ: Hag e talc’hi c’hoazh start ez eeunder? Millig Doue, ha marv!

10  Met lavarout a reas dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec’has ket dre e vuzelloù.

Donedigezh an tri mignon

11  Ha tri eus mignoned Job, Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama, o vezañ klevet an holl boanioù a oa kouezhet warnañ, a zeuas, pep hini anezho eus e vro, hag e kendivizjont mont da drueziñ outañ ha d’e frealziñ.

12  Hag o vezañ savet o daoulagad a bell, n’anavezjont ket anezhañ; neuze e savjont o mouezh hag e oueljont. Hag e rogas pep hini e vantell, hag e taoljont poultr etrezek an neñvoù, dreist o fenn.

13  Hag e chomjont azezet war an douar gantañ e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh, hini anezho ne lavaras dezhañ ur ger, dre ma weljont e oa e c’hlac’har bras-meurbet.

 

Pennad 3

Komzoù Job

1  Goude-se, Job a zigoras e c’henoù hag a villigas e zeiz.

2  Job a gomzas o lavarout:

3  Ra yelo da get an deiz ma’z on bet ganet, hag an noz he deus lavaret: Un den a zo koñsevet.

4  Ra vo an deiz-se teñvalijenn, ra n’en klasko ket Doue eus krec’h, ra ne lugerno gouloù ebet warnañ!

5  Ra vo tapet gant an deñvalijenn ha gant skeud ar marv, ra vo o chom ar c’hoabr warnañ, ra vo spontet gant duder an deiz-se!

6  Ra grogo an deñvalijenn en noz-se, ra ne laouenaio ket e-touez deizioù ar bloaz, ra ned aio ket e niver ar mizioù!

7  Ya, ra vo difrouezh an noz-se, ra ne zeuio mouezh laouen ebet enni!

8  Ra villigint anezhi ar re a villig an deiz hag a zo prest da sevel al Leviatan!

9  Ra vo teñvalaet stered he serr-noz, ra c’hortozo ar gouloù ha ra ne vo ket, ra ne welo ket malvennoù tarzh-an-deiz!

10  Rak n’he deus ket serret ar c’hof am douge, na kuzhet ar glac’har ouzh va daoulagad.

11  Perak n’on ket marvet adal kof va mamm? O tont eus e ziabarzh, perak ne’m eus ket tennet va huanad diwezhañ?

12  Perak eo bet kinniget daoulin din? Perak divronn, din da zenañ?

13  Rak bremañ e vijen gourvezet ha sioul, e kouskjen hag e vijen en diskuizh,

14  gant rouaned ha pennoù-bras an douar, o deus savet bezioù dezho,

15  gant ar briñsed o deus bet aour, hag o deus leuniet o ziez a arc’hant.

16  Pe evel un diforc’het kuzhet, ne vije ket ac’hanon, evel poupiged n’o deus ket gwelet ar gouloù.

17  Eno ar re zrouk ne drubuilhont ken den, hag eno e tiskuizh an dud dinerzh ha skuizhet.

18  Ganto emañ ar re zalc’het e peoc’h, ne glevont ken mouezh an heskiner.

19  Eno an hini bihan hag an hini bras a zo a-gevret, hag ar sklav a zo dieubet eus e vestr.

20  Perak ez eo roet ar sklêrijenn d’ar reuzeudig, hag ar vuhez d’ar re o deus c’hwervoni en o ene,

21  d’ar re a c’hortoz ar marv ha ne zeu ket, a glask anezhañ muioc’h eget un teñzor?

22  Laouen e vefent hag e tridfent, leun a joa, ma kavfent ur bez.

23  Perak d’un den n’anavez ket e hent, hag a zo kelc’hiet gant Doue a bep tu?

24  Hag e huanadan a-raok ma tebran, va c’hriadennoù a ruilh evel dour.

25  Ar pezh am eus aon razañ a erru ganin, hag ar pezh a spontan razañ a c’hoarvez ganin.

26  Ne’m eus na surentez, na diskuizh, na sioulder! An drubuilh a zo deuet!

 

Pennad 4

Prezegenn gentañ Elifaz

1  Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout:

2  Mar klasker komz ouzhit, daoust hag e fulori? Met piv a c’hellfe mirout da gomz?

3  Setu, kelennet ec’h eus kalz, ha kreñvaet ec’h eus an daouarn dinerzhet.

4  Da gomzoù o deus adsavet ar re a vrañselle, startaet ec’h eus an daoulin a blege.

5  Ha bremañ pa en em gav kement-se ganit, e fulorez, pa’z eo deuet warnout, e tigalonez!

6  Da zoujañs-Doue, ha n’eo ket da fiziañs? Da esperañs, ha n’eo ket eeunder da hentoù?

7  Bez soñj: Piv eo an den didamall a zo aet da goll? Pelec’h eo bet distrujet an den eeun?

8  Me am eus gwelet penaos ar re a labour an direizhder hag a had ar boan, a ved ivez anezho.

9  Diskaret int dre c’hwezhadenn Doue, lonket int dre avel e zivfron.

10  Yudadenn al leon, ha mouezh al leon bras, ha dent al leonedigoù a ya da netra.

11  Al leon a varv hep preizh, ha re vihan al leonez a zo stlabezet.

12  Ur gomz kuzhet a zo en em gavet ganin, va skouarn he deus tapet un heklev anezhi.

13  E-kreiz va soñjoù e-pad gweledigezhioù an noz, pa gouezh ur c’housk pounner war an dud,

14  ur spouron hag ur grenijenn a grogas ennon, ha va holl eskern a voe hejet.

15  Ur spered a dremenas dirazon, hag a lakaas blev va c’hig da sevel.

16  En e sav e oa, met n’anavezen ket e zremm. Ur skeudenn a oa dirak va daoulagad, hag e voe ur sioulded, hag e klevis ur vouezh:

17  Ha reishoc’h eget Doue e vefe un den? Ha glanoc’h eget e Grouer e vefe unan bennak?

18  Setu, ne fizi ket en e servijerien, kavout a ra diskianterezh en e aeled.

19  Pegement muioc’h e re a zo o chom e tiez-pri, o deus o diazez er poultr, hag a vez bruzunet evel ur preñvig!

20  A vintin da noz ez int distrujet, hep den d’ober van, e kouezhont evit biken.

21  O c’hordenn a zo troc’het, mervel a reont hep bezañ bet fur.

 

Pennad 5

1  Galv bremañ! Hag e vefe unan bennak da respont dit? Etrezek pehini eus ar sent e troi?

2  Ar vuanegezh a lazh an diskiant, an desped a laka ar sod da vervel.

3  Gwelet em eus an diskiant o wriziennañ, met milliget em eus buan e chomlec’h.

4  E vibien a zo pell eus pep sikour, friket int e-kichen an nor, ha den n’o dieub.

5  E eost a zo debret gant an ezhommeg, a-dreuz ar spern zoken eo tapet, al laer a lonk e vadoù.

6  An enkrez ne zeu ket eus ar boultrenn, hag ar boan ne ziwan ket eus an douar,

7  met an den a zo ganet evit ar boan, evel ar fulennoù evit nijal d’an nec’h.

8  Me a bedfe Doue, hag e tisplegfen va c’haoz da Zoue.

9  Eñ a ra traoù bras na c’heller ket furchal, burzhudoù na c’heller ket niveriñ.

10  Eñ a ro ar glav war-c’horre an douar, hag a gas an doureier war ar parkoù.

11  Eñ a laka uhel ar re uvel, hag a sav e-krec’h an eürusted ar re c’hlac’haret.

12  Eñ a gas da netra divizoù an dud fall, hag o daouarn ne zeuont a-benn da netra.

13  Eñ a dap ar re fur en o gwidre, ha c’hoantoù ar re zrouk a zo diskaret,

14  war an deiz e kavont an deñvalijenn, hag e kerzhont a-dastorn da greisteiz evel da noz.

15  Eñ a savete ar paour eus ar c’hleze, hag eus o genoù, hag eus dorn an hini galloudek.

16  Bez’ ez eus esperañs evit ar reuzeudig, hag an direizhder a zo serret e c’henoù.

17  Setu, eürus an den kastizet gant Doue! Na zispriz ket kastiz an Holl-C’halloudeg.

18  Rak eñ a ra ar gouli, hag a lien; gloazañ a ra hag e zaouarn a bare.

19  Eus c’hwec’h anken e tieubo ac’hanout, ha d’ar seizhvet an droug ne stoko ket ouzhit.

20  En amzer an naonegezh e warezo ac’hanout diouzh ar marv, en amzer ar brezel diouzh lavnenn ar c’hleze.

21  Kuzhet e vi diouzh gwalenn an teod, ne’z po ket aon rak ar glac’har pa zeuio.

22  C’hoarzhin a ri e-pad an distruj hag an naonegezh, ha ne’z po ket aon rak loened an douar.

23  Rak ez po un emglev gant mein ar parkeier, ha loened ar parkeier a vo e peoc’h ganit.

24  Hag e weli da deltenn e peoc’h, gweladenniñ a ri da beurvanoù ha netra ne vanko dit.

25  Hag e weli da lignez o kreskiñ, ha da ziskennidi o liesaat evel geot an douar.

26  Mont a ri darev er bez, evel ur malan ed a zouger en e amzer.

27  Setu, eveshaet hon eus ouzh an dra: evel-se emañ. Selaou ha tenn da vad.

 

Pennad 6

Respont kentañ Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  O! Ma vefe pouezataet va glac’har, ma vefe lakaet va foanioù a-gevret er valañs!

3  Pounneroc’h eget traezh ar mor e vefent! Setu perak eo diskiant va c’homzoù.

4  Biroù an Holl-C’halloudeg a zo ennon, va spered a ev o binim, spontoù Doue en em renk a-enep din.

5  An azen gouez, ha breugiñ a ra p’en deus geot? An ejen, ha blêjal a ra p’en deus boued?

6  Hag e vez debret hep holen ar pezh a zo goular? Ha kavet eo blaz e gwenn ur vi?

7  An traoù na fell ket da’m ene stekiñ outo, a zo deuet va boued ken doñjerus.

8  Ra vo sevenet va gouestl, ha Doue reiñ din ar pezh a c’hortozan.

9  Ra blijo gant Doue va distrujañ, ra lezo e zorn da vont da’m falc’hat!

10  Hag em bo ur frealz, e-kreiz ar poanioù n’espern ket ac’hanon em bo un abeg a levenez: ne’m eus ket dianzavet komzoù ar Sant.

11  Peseurt nerzh am eus evit esperout? Peseurt diwezh e vo va hini evit pasiantiñ?

12  Va nerzh, ha bez’ eo nerzh ar vein? Va c’hig, ha bez’ eo en arem?

13  Ha n’on ket hep sikour? Ha n’eo ket lamet diganin pep skoazell?

14  Ar reuzeudig en deus gwir da druez e vignon, zoken pa en defe dilezet doujañs an Holl-C’halloudeg.

15  Va breudeur o deus touellet ac’hanon evel ur froud, evel naoz an dourredennoù o tremen;

16  teñvalaet int gant ar skornennoù, an erc’h oc’h en em verniañ warno;

17  steuziañ a reont pa zeu da vezañ tomm an amzer, o vont diwar wel dindan ar wrez.

18  Ar strolladoù a ziank diouzh o hent, pignat a reont er gouelec’h hag en em gollont.

19  Strolladoù Tema a sell outo, beajourien Seba a zo en gortoz anezho.

20  Mezhek int da vezañ bet fiziañs, droukvesket int pa erruont.

21  Evel-se ez oc’h din bremañ, gwelet hoc’h eus va diskar hag hoc’h eus aon razañ.

22  Ha lavaret em eus: Roit din? Eus ho madoù grit profoù din?

23  Va dieubit eus dorn an enebour? Va dasprenit eus dorn ar re zrouk?

24  Va c’helennit hag e chomin peoc’h. Roit din da anavezout e petra em eus dianket.

25  Pegen nerzhus eo komzoù gwirion! Petra a fell d’ho kroz krozal?

26  Hag e vefe gerioù a fell deoc’h krozal? Ret eo reiñ d’an avel komzoù un den dizesperet.

27  War un emzivad en em daolfec’h, hag ho mignon a doullfec’h.

28  Met bremañ, mar plij, sellit ouzhin: daoust hag e lavarin gevier dirazoc’h?

29  Distroit, na vezit ket direizh! Distroit, anzavit ez on didamall!

30  Hag ez eus direizhder war va zeod? Ha ne oar ket santout an droug va staoñ?

 

Pennad 7

1  An den, ha ne ra ket ur servij-soudard war an douar? E zeizioù, ha n’int ket evel re ur goprad?

2  Evel ar sklav a hiraezh d’ar skeud, evel ar goprad a c’hortoz e bae,

3  evel-se em eus bet da hêrezh mizioù aner, hag eo roet din nozvezhioù a boanioù.

4  Mard on gourvezet e lavaran: Pegoulz e savin? Pegoulz e vo echuet an noz? Hag em eus va gwalc’h a nec’hamant betek ar gouloù-deiz.

5  Va c’hig a zo goloet a breñved hag a drouskenn boultr, va c’hroc’hen a skalf hag a ziskarg.

6  Va deizioù o deus tremenet skañvoc’h eget ar vulzun eus ur gwiader, hag a zo echu hep esperañs.

7  Dalc’h soñj n’eo va buhez nemet ur c’hwezhadenn, ha n’adwelo ken va lagad an eürusted.

8  Al lagad am gwele ne sello ken ouzhin. Da zaoulagad a zo warnon, ha ne vin ken.

9  Ar goabrenn a steuz hag a ya kuit, evel-se an hini a ziskenn da lec’h ar marv ne adsavo ken.

10  Ne zistroio ken d’e di, hag e gêr n’anavezo ken anezhañ.

11  Setu perak ne zalc’hin ken va genoù, komz a rin en anken va spered, klemm a rin e c’hwervded va ene.

12  Daoust hag ez on ur mor, pe ur balum, ma lakaez en-dro din ur gward?

13  Pa lavaran: Va gwele am frealzo, va gwelead am diboanio eus va c’hlemm,

14  neuze e spontez ac’hanon dre huñvreoù, hag e spouronez ac’hanon dre weledigezhioù.

15  Setu perak e vefe gwelloc’h da’m ene tagañ, ha mervel kentoc’h eget mirout va eskern.

16  Skuizh on… Ne vevin ket da viken. Pella diouzhin, rak n’eo nemet ur c’hwezhadenn va deizioù.

17  Petra eo an den evit ma rafes kement a van outañ, evit ma taolfes evezh outañ,

18  evit m’en gweladennfes bep mintin, evit m’en amproufes hep paouez?

19  Betek pegoulz e talc’hi da sellout ouzhin? Ha na’m lezi ket da lonkañ va halv?

20  Pec’het em eus, petra a rin dit, o gedour an dud? Perak ec’h eus va lakaet da wenn evit da viroù? Perak ez on ur samm din va-unan?

21  Perak ne zilamez ket va fazi ha ne dremenfes ket a-us da’m direizhder? Rak ez an bremañ da c’hourvez er poultr; va c’hlask a ri ha ne vin ken.

 

Pennad 8

Prezegenn gentañ Bildad

1  Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout:

2  Betek pegoulz e komzi evel-se, hag e vo komzoù da c’henoù heñvel ouzh un avel diroll?

3  Doue, hag e tiskarfe ar varnedigezh? An Holl-C’halloudeg, hag e tiskarfe ar reizhder?

4  Mar o deus da vibien pec’het a-enep dezhañ, eñ en deus o deroet da c’halloud o zorfed.

5  Met mar klaskez Doue, mar goulennez trugarez digant an Holl-C’halloudeg,

6  mard out glan ha reizh, a-dra-sur ec’h eveshaio warnout, hag ec’h adsavo ti da reizhder.

7  Da zeroù a vo bet nebeut a dra, met da ziwezh a vo bras-meurbet.

8  Goulenn digant ar rummadoù a-ziagent, hag en em stag d’ober enklask diwar o zadoù,

9  rak ni a zo abaoe dec’h ha n’ouzomp netra, hon deizioù war an douar a zo evel ur skeud.

10  Int, ha ne gelennint ket ac’hanout? Ha ne gomzint ket ouzhit? Ha ne dennint ket eus o c’halon ar c’homzoù-mañ:

11  Ar c’horz, hag e kresk hep palud? Ar broenn, hag e vount hep dour?

12  C’hoazh en he glasvez hag hep bezañ kutuilhet, ez eo sec’h a-raok an holl c’heot.

13  Evel-se eo hentoù an holl re a ankounac’ha Doue; esperañs an den dizoue a yelo da get.

14  E fiziañs a vo torret, hag e surentez a vo ur gwiad-kevnid.

15  Harpañ a raio war e di, ha ne zalc’ho ket, pegañ a raio ennañ, he ne chomo ket en e sav.

16  Eñ a zo leun a nerzh dirak an heol, e skourroù a vount dreist e liorzh,

17  e wrizioù a luzi war vernioù mein, mont a ra dre frailh ar voger,

18  ha ma vez tennet eus e lec’h, hemañ a nac’h anezhañ: Ne’m eus ket da anavezet!

19  Setu al levenez en deus eus e hent, ha reoù all war e lerc’h a ziwano eus ar poultr.

20  Setu, Doue ne daol ket kuit an den eeun, met ne vo ket dorn-ha-dorn gant ar re zrouk.

21  Leuniañ a raio c’hoazh da c’henoù a c’hoarzhoù, ha da vuzelloù a ganaouennoù laouen.

22  Ar re a gasa ac’hanout a vo gwisket a vezh, ha teltenn ar re zrouk ne vo ken.

 

Pennad 9

Eil respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  A-dra-sur ec’h ouzon ez eo evel-se: Penaos e vefe reizh an den dirak Doue?

3  Mar fell dezhañ breutaat gantañ, ne c’hello ket respont dezhañ ur wech war vil.

4  Fur eo e galon ha kreñv e c’halloud. Piv en deus stourmet outañ hag a zo en em gavet ervat?

5  Dilec’hiañ a ra ar menezioù, hag int n’ouzont ket, o eilpennañ a ra en e fulor.

6  Hejañ a ra an douar war e ziazez, hag e beulioù a zo brañsellet.

7  Komz a ra ouzh an heol, ha ne sav ket. Lakaat a ra ur siell war ar stered.

8  E-unan ec’h astenn an neñvoù, hag e kerzh war goummoù ar mor.

9  Graet en deus ar C’harr-kamm Bras, an Orion, ar Yarad-poñsined ha stered ar c’hreisteiz.

10  Ober a ra traoù bras na c’heller ket furchal, burzhudoù na c’heller ket niveriñ.

11  Setu e tremen em c’hichen, ha ne welan ket anezhañ, tremen a ra c’hoazh, ha ne verzan ket anezhañ.

12  Mar dilam, piv a raio dezhañ reiñ en-dro? Piv a lavaro dezhañ: Petra a rez?

13  Doue ne zistro ket diwar e gounnar, dindanañ eo diskaret skoazellerien al lorc’h.

14  Pegement nebeutoc’h e c’hellfen-me respont dezhañ, ha dibab gêrioù evit komz outañ!

15  Pa vefen reizh, ne respontin ket dezhañ, goulenn a rin trugarez digant va barner!

16  Ma c’halvfen anezhañ ha ma respontfen din, ne gredfen ket e fellfe dezhañ selaou va mouezh,

17  eñ hag a gouezh warnon en ur barrad-amzer, hag a gresk va goulioù hep abeg,

18  eñ na lez ket ac’hanon da adkemer anal, met am leugn a c’hwervoni.

19  Diwar-benn ar galloud: kreñv-kenañ eo! Diwar-benn ar varnedigezh: piv a desto?

20  Ma en em reishaan, va genoù am c’hondaono; ma en em soñjan didamall, em disklêrio kablus.

21  Hag e vefen didamall? Ne fell ket din bevañ, ne ran van ebet ouzh va buhez.

22  En hevelep doare, a lavaran e tistruj an didamall hag ar fallakr.

23  Pa zeu ur walenn vuan da skuilhañ ar marv, e ra goap ouzh poanioù ar re zidamall.

24  An douar a zo lakaet etre daouarn ar re zrouk. Eñ eo a c’holo daoulagad ar re a varn; ma n’eo ket eñ, piv eo?

25  Va deizioù a zo aet buanoc’h eget ur reder, hag e tec’hont hep bezañ gwelet an eürusted.

26  Tremen a reont evel bagoù broen, evel un erer a gouezh war e breizh.

27  Mar lavaran: Fellout a ra din ankounac’haat va c’hlemm, dilezel va zristidigezh, adkavout kalon,

28  ez on spouronet gant va holl c’hlac’har, gouzout a ran ne vin ket didamall evidout.

29  Me a zo kondaonet, perak e labourin en aner?

30  Pa en em walc’hfen gant dour erc’h, pa naetafen va daouarn gant soavon,

31  e soubfes ac’hanon er poull, ha va dilhad o defe euzh ouzhin.

32  Rak n’eo ket un den eveldon evit ma c’hellfen respont dezhañ, evit ma’z afemp asambles d’al lez-varn.

33  N’eus tredeog ebet etrezomp, a lakafe e zorn warnomp hon daou.

34  Ra lamo e wialenn diwarnon, ra ne’m spourono ken ar spont anezhañ!

35  Neuze e komzin outañ hep aon, rak er stad m’en em gavan, n’on ket din.

 

Pennad 10

1  Aet eo skuizh va ene gant ar vuhez, lezel a rin va c’hlemm da vont, komz a rin e c’hwervoni va ene.

2  Lavarout a rin da Zoue: Na’m c’hondaon ket, ro din da c’houzout perak ez out em enep.

3  Daoust hag e plij dit gwaskañ, o tisprizañ labour da zaouarn hag o splannañ mennad ar re zrouk?

4  Hag ec’h eus daoulagad kig? Hag e welez evel ma wel un den?

5  Da zeizioù, hag ez int evel deizioù an den? Da vloazioù, hag ez int evel deizioù an den,

6  evit ma rafes furchadenn war va direizhder hag enklask war va fec’hed?

7  Gouzout a rez n’on ket kablus, ha den ne c’hell va lemel eus da zorn.

8  Da zaouarn o deus va graet, va stummet a-grenn… Hag em distrujfes!

9  Az pez soñj ec’h eus va stummet evel pri; hag em lakafes da vont en-dro d’ar poultr?

10  Ha ne’c’h eus ket va linket evel laezh, va c’haouledet evel fourmaj?

11  Va goloet ec’h eus a groc’hen hag a gig, va gwiadet gant eskern ha nervennoù.

12  Roet ec’h eus din buhez ha trugarez, ha da brederioù o deus diwallet va spered.

13  Ha setu amañ an traoù a vires din ez kalon! Gouzout a ran e oant ganit.

14  Mar pec’han, e welez, ha ne bardonez ket din va direizhder.

15  Mard on drouk, gwalleur din! Mard on reizh, ne savan ket va fenn, leuniet a vezh ha prederek em enkrezioù.

16  Hag ez eont war-gresk! Va chaseal a rez evel ul leon, hag adarre e kreskes da vurzhudoù em enep.

17  Nevesaat a rez da destoù a-enep din, ha liesaat da fulor em c’heñver. Bagadoù nevez a zeu a-enep din.

18  Perak ec’h eus va zennet eus ar mammog? Marvet e vijen, lagad ebet n’en dije va gwelet!

19  Bez’ e vijen evel na vijen ket bet, douget e vijen bet eus ar mammog d’ar bez!

20  Va deizioù, ha n’int ket berr? Ehan ha va lez, ma vin frealzet un nebeud,

21  a-raok ma’z in kuit hep distreiñ, da vro an deñvalijenn ha skeud ar marv,

22  douar teñval evel an noz, e-lec’h m’emañ skeud ar marv hep urzh ebet, hag e-lec’h m’eo ar sklêrijenn evel an noz.

 

Pennad 11

Prezegenn gentañ Zofar

1  Neuze, Zofar eus Naama a gomzas o lavarout:

2  Ha ne vo ket respontet da gement a gomzoù? Hag a-walc’h eo bezañ ur c’homzer kaer evit ma vefe ar gwir ganit?

3  Da gomzoù aner, hag e raint d’an dud tevel? Ha goap a ri hep ma vo den a raio mezh dit?

4  Lavaret ec’h eus: Va c’helennadurezh a zo glan, ha dinamm on dirak da zaoulagad.

5  Met me a garfe e komzfe Doue, hag e tigorfe e c’henoù evit respont dit,

6  hag e tiskouezfe dit traoù kuzhet e furnez, a zo doubl en anaoudegezh; hag e c’houfes ec’h ankounac’ha Doue ul lod eus da zireizhder.

7  Hag e kavi foñs soñjoù Doue? Hag ec’h anavezi penn-da-benn an Holl-C’halloudeg?

8  Uhelder an neñvoù eo, petra a ri? Donoc’h eget lec’h ar marv eo, penaos ec’h anavezi?

9  E vuzul a zo hiroc’h eget an douar, ledanoc’h eget ar mor.

10  Mar tremen, mar krog, mar dastum, piv a harzo outañ?

11  Rak eñ a anavez an dud gwidreüs; ha pa wel an droug, ha ne raio ket van?

12  Met an den gollo a boell a zeu da vezañ skiantek, petra bennak ma oa evel ebeul un azenez p’eo bet ganet.

13  Mar lakaez prest da galon, mar astennez da zaouarn etrezek ennañ,

14  mar pellaez an direizhder a zo ez taouarn, ma ne lez ket an drougiezh da chom ez teltenn,

15  neuze a-dra-sur e savi da zremm dinamm, startaet e vi ha na’z po ket aon,

16  disoñjal a ri da boanioù, soñj az po anezho evel eus dour tremenet.

17  Da vuhez a savo lugernusoc’h eget ar c’hreisteiz, da deñvalijenn zoken a vo evel ar beure.

18  Hag e vi leun a fiziañs rak esperañs a vo; klask a ri en-dro dit hag ez i da c’hourvez e surentez.

19  En em astenn a ri ez aes, den ne sponto ac’hanout, kalz a dud a raio al lez dit.

20  Met daoulagad ar re zrouk a vo kuzumet, pep tec’h a vo kollet evito, rentañ o ene a vo o esperañs.

 

Pennad 12

Trede respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  E gwirionez ez oc’h ur bobl a-bezh, ganeoc’h e varvo ar furnez.

3  Skiant am eus eveldoc’h, n’on ket izeloc’h egedoc’h; piv ne oar ket an traoù-se?

4  Ur c’hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c’halv Doue hag e respont dezhañ… Ur c’hoapadenn hoc’h eus graet eus un den reizh hag eeun!

5  Dispriz d’ar gwalleur! evel-se emañ soñj ar re eürus. An dispriz a zo lakaet a-du evit ar re a vrañsell o zroad.

6  E peoc’h emañ teltennoù al laeron, ar surentez a zo evit ar re a hegas Doue, ar re a ra un doue eus o daouarn.

7  Goulenn eta digant al loened, da gelenn a raint, digant laboused an neñv, disklêriañ a raint dit;

8  komz ouzh an douar, da gelenn a raio, pesked ar mor a lavaro dit.

9  Piv ne oar, e-touez an holl re-se, ez eo dorn an AOTROU en deus graet-se?

10  Derc’hel a ra en e zorn ene an holl re vev ha spered pep kig den.

11  Ar skouarn, ha ne verz ket ar gerioù evel ma c’hell ar staoñ tañva ar boued?

12  Ar furnez a zo gant ar re gozh, ar meiz eo frouezh an deizioù hir.

13  Gantañ emañ ar furnez hag an nerzh, dezhañ eo ar c’huzul hag ar meiz.

14  Setu e tiskar ha n’adsaver ket, ha pa brenn war unan bennak, ne zigorer ket.

15  Setu e harz ouzh an doureier hag e tisec’hont, ha ma laosk anezho ec’h eilpennont an douar.

16  Gantañ emañ ar galloud hag ar furnez, dezhañ eo an hini touellet hag an toueller.

17  Ober a ra d’ar guzulierien kerzhout diarc’hen, hag e laka ar varnerien da vezañ diskiant.

18  Diliammañ a ra gouriz ar rouaned, hag ec’h ere o divgroazell gant ar gordenn.

19  Ober a ra d’an aberzhourien kerzhout diarc’hen, hag e tiskar ar c’halloudeien.

20  Lemel a ra ar gomz digant ar re disaouzan, hag e tiberc’henn ar re gozh diouzh o skiant.

21  Skuilhañ a ra an dispriz war ar briñsed, hag e tiere gouriz ar c’halloudeien.

22  Lakaat a ra war wel an donderioù kuzhet en deñvalijenn, hag e tegas d’ar sklaerder skeud ar marv.

23  Kreskiñ a ra ar broadoù hag e koll anezho, astenn a ra ar broadoù hag o degas en-dro e-barzh o harzoù.

24  Lemel a ra kalon digant pennoù pobloù an douar, hag o laka da gantreal en ur gouelec’h hep hent.

25  Mont a reont a-dastorn en deñvalijenn hep gouloù, hag o laka da horjellañ evel tud mezv.

 

Pennad 13

1  Setu, va lagad en deus gwelet kement-se holl, va skouarn he deus henn klevet ha komprenet.

2  C’hwi a oar, ha me a oar ivez. N’on ket izeloc’h egedoc’h.

3  Met komz a rin ouzh an Holl-C’halloudeg, hag e fell din breutaat dirak Doue.

4  C’hwi a liv gevier, hag ez oc’h holl medisined didalvoud.

5  Ra chomot sioul! Ra vo-se ho furnez.

6  Selaouit eta va rebechoù, bezit evezhiek ouzh respont va muzelloù.

7  Daoust hag e lavarot komzoù direizh e-keñver Doue, hag e rannot gerioù touellus en e geñver?

8  Daoust hag e savit anezhañ, hag e vreutait evit Doue?

9  Ha mat ez afe ganeoc’h ma furchfe ac’hanoc’h? Evel ma toueller un den, hag e touellfec’h anezhañ?

10  A-dra-sur e tamallo ac’hanoc’h, ha pa savit anezhañ e-kuzh.

11  E veurded, ha n’ho spourono ket? E spont, ha ne gouezho ket warnoc’h?

12  Ho menegoù a zo gerioù ludu, ho tifennoù a zo difennoù pri.

13  Chomit peoc’h dirazon, ma komzin! Ra c’hoarvezo ganin ar pezh a c’hoarvezo.

14  Perak e kemerfen va c’hig etre va dent hag e lakafen va ene etre va daouarn?

15  Ha pa lazhfe ac’hanon, ennañ em befe esperañs, hag e talc’hfen va hentoù dirazañ.

16  Ha kement-se a drofe e silvidigezh din, met un den dizoue ne zeuio ket dirazañ.

17  Selaouit, selaouit va c’homzoù, roit ho skouarn d’ar pezh a zisklêrian deoc’h.

18  Setu em eus urzhiet va c’haoz, hag ec’h ouzon e vin reishaet.

19  Piv a vreutaio em enep? Mar tavan e varvin.

20  Ro daou dra din hepken, ha ne guzhin ket dirazout:

21  Pella da zorn diwarnon, ha na spouron ket ac’hanon gant da spont.

22  Neuze, galv hag e respontin, pe e komzin hag e responti.

23  Pegement a zireizhderioù hag a bec’hedoù am eus graet? Ro din da anavezout va drougoberoù ha va fec’hed.

24  Perak e kuzhez da zremm, hag e kontez ac’hanon evel da enebour?

25  Daoust hag e fell dit spontañ un delienn kaset gant an avel, redek war-lerc’h ur blouzenn sec’h?

26  Rak traoù c’hwerv a skrivez em enep, va lakaez da zougen pec’hedoù va yaouankiz,

27  en hualoù e lakaez va zreid, ouzh va holl hentoù ec’h eveshaez, un harz a verkez en-dro da seulioù va zreid.

28  Emañ o kouezhañ an hini a zistrujez evel koad brein, evel ur vantell debret gant an tagn.

 

Pennad 14

1  An den, ganet gant ar vaouez, a vev nebeud a amzer, hag en deus trubuilhoù e-leizh.

2  Evel ur vleunienn e tifluk hag eo troc’het; evel ur skeud e tec’h ha ne bad ket.

3  Ha war unan evel-se e tigorez da zaoulagad, me eo a gasez dirak al lez-varn ganit.

4  Piv a c’hello tennañ ar c’hlanded eus unan hudur? Den ne c’hello.

5  Mard eo merket e zeizioù, niveret e vizioù dirazout, lakaet harzoù dezhañ na dremeno ket,

6  distro da selloù dioutañ, m’en devo diskuizh, betek ma’c’h echuo e zevezh evel ur goprad.

7  Esperañs ez eus evit ur wezenn pa vez troc’het, ec’h adkresko hag e roio broustennoù c’hoazh.

8  Daoust ma kosha en douar he gwrizienn, ha ma’z eo marvet er poultr he c’hef,

9  adalek ma sant an dour, e vount a-nevez hag e ro skourroù evel ur blantenn yaouank.

10  Met pa varv an den, e chom dic’halloud; p’en deus rentet e analad diwezhañ, pelec’h emañ?

11  Doureier ar mor a ya da aezhenn, ar stêr a ya da hesk hag a zisec’h,

12  an den en em c’hourvez ha n’adsav ken. Betek na vo ken a neñvoù, ne zihunint ket ha ned aint ket er-maez eus o c’housk.

13  O! Ma kuzhfes ac’hanon e lec’h ar marv, ma c’holofes ac’hanon betek ma vo tremenet da gounnar, ma rofes din un termen, evidout kaout soñj ac’hanon.

14  Mar marv un den, daoust hag ec’h advevo? E-pad holl zeizioù va stourm e c’hortozin, ken na zeufe va c’hemmadenn.

15  Galv hag e respontin, hag e c’hoantai labour da zaouarn.

16  Bremañ e niverez va c’hammedoù hag ec’h eveshaez ouzh va fec’hedoù.

17  Va disentidigezh a zo siellet en ur sac’h, va direizhder a wriez.

18  A-dra-sur ar menez a ruilh en ur gouezhañ, ar roc’h a zo kaset eus e lec’h,

19  ar vein a zo friket gant an doureier, poultr an douar a zo stlejet gant an dic’hlann, evel-se e kasez da get esperañs an den.

20  E vestroniañ a ra dibaouez, hag ez a kuit. Cheñch a rez e zremm, hag en kasez pell.

21  Ma vo enoret e vibien, ne ouezo ket, ma vint disprizet, n’eveshaio ket outo.

22  Met evitañ hepken eo glac’har e gig, hag evitañ hepken eo klemmvan e ene.

 

Pennad 15

Eil prezegenn Elifaz

1  Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout:

2  Daoust hag e respont ar fur gant ur skiant kañv evel an avel? Daoust hag e leugn e gof gant avel-reter?

3  Daoust hag e tispleg komzoù didalvez ha lavarioù na servijont da netra?

4  Muioc’h c’hoazh e kasez da netra an doujañs-Doue, ha da get ar bedenn a ya da Zoue.

5  Da zireizhder a ra da’z kenoù komz, dibabet ec’h eus yezh ar re douellus.

6  Da c’henoù a varn ac’hanout, n’eo ket me, da vuzelloù a zoug testeni a-enep dit.

7  Ha te eo ar c’hentañ ganet e-touez an dud? Ha krouet e oas a-raok ar menezioù?

8  Ha klevet ec’h eus komzoù kuzul Doue? Hag e vevennez ar furnez ouzhit-te da-unan?

9  Petra a c’houzout ha n’ouzomp ket? Peseurt anaoudegezh ac’h eus ha n’hon eus ket?

10  Bez’ ez eus ivez e-touez ac’hanomp blev gwenn ha tud oadet, pinvidikoc’h a zeizioù eget da dad.

11  Ha nebeud a dra eo evidout frealzidigezhioù Doue, ha gerioù lavaret gant douster?

12  Perak ez a droug ez kalon? Perak e wilc’h da zaoulagad?

13  A-enep Doue eo, e tistroez da gounnar hag e lakaez komzoù evel-se da zont er-maez eus da c’henoù?

14  Petra eo an den evit ma vefe glan, an hini ganet gant ar vaouez evit ma vefe reizh?

15  Setu Doue ne fizi ket en e sent, an neñvoù n’int ket glan dirak e zaoulagad,

16  ha pegement muioc’h eo euzhus ha saotret an den a ev an direizhder evel dour?

17  Da genteliañ a rin, selaou ouzhin! Kontañ a rin ar pezh am eus gwelet,

18  ar pezh o deus disklêriet ar furien, ar pezh n’o deus ket kuzhet, ar pezh o deus degemeret a-berzh o zadoù.

19  Dezho o-unan e oa bet roet ar vro, diavaeziad ebet ne dremene en o zouez.

20  E-pad e vuhez eo trubuilhet an den drouk, un niver a vloavezhioù a zo miret d’an den taer,

21  trouzoù spontus a leugn e zivskouarn, e-kreiz ar peoc’h e teu an distrujer warnañ.

22  Ne gred ket e c’hello tec’hout diouzh an deñvalijenn, met e wel ar c’hleze a sell outañ.

23  Redek a ra amañ hag ahont o klask e vara. Pelec’h emañ? Gouzout a ra eo deiz an deñvalijenn kempennet evitañ.

24  An anken hag an enkrez a spouron anezhañ, gwasket eo ganto evel gant ur roue prest da vont d’an emgann,

25  rak e sav e zorn a-enep Doue, hag en em sav a-enep an Holl-C’halloudeg.

26  Redek a ra d’e gavout gant lorc’h, dindan kein tev e skoedoù.

27  Goloet en deus e zremm gant al lard, hag an druzoni en em zastum war e gostezioù.

28  Emañ o chom e kêrioù distrujet, e tiez didud prest da zont da vezañ bernioù mein.

29  Ne binvidikaio ket, e beadra ne bado ket, e dalc’hoù n’en em astenno ket war an douar.

30  Ne c’hello ket tec’hout diouzh an deñvalijenn, ar flammenn a zisec’ho e vroustennoù, mont a raio kuit gant c’hwezh e c’henoù.

31  Mar fizi en avel e tiheñch, rak an avel a vo e c’hopr.

32  A-raok e goulz e vo kaset da get, e skourroù n’adc’hlazo ken.

33  Diframmet e vo e frouezh pa n’int ket darev evel re ur winienn, taolet kuit e vo e vleunioù evel re un olivezenn.

34  Strollad an dud dizoue a vo difrouezh, an tan a lonko teltennoù ar re vreinet.

35  Koñseviñ a reont ar boan hag e c’hanont an droug, o c’hof a gempenn touell.

 

Pennad 16

Pevare respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Alies em eus klevet traoù evel-se. Frealzerien fall ez oc’h holl.

3  Hag e vo un diwezh d’ar c’homzoù aner-se? Petra a zegas ac’hanout da respont evel-se?

4  Hag e komzfen eveldoc’h, ma vefec’h em lec’h? Ha berniañ a rafen komzoù a-enep deoc’h? Hag hejañ a rafen va fenn warnoc’h?

5  Ho nerzhañ a rafen gant va genoù, ha fiñvadenn va muzelloù ho tinec’hfe.

6  Mar komzan, va foan ne baouezo ket, ha mar tavan, ne vo ket nebeutaet.

7  Bremañ en deus va disec’het. Gwastet ec’h eus va holl dud,

8  va c’hrizennoù a ro testeni em enep, va zreuter a sav a-enep din, va zamall a ra em dremm.

9  E gounnar he deus va roget en ur stourm ouzhin, grigoñsat a ra e zent warnon, va enebour a lemm a-enep din e zaoulagad.

10  Warnon o deus digoret o genoù, skoet o deus war va divjod evit va dismegañsiñ, en em zastum a reont holl a-gevret em enep.

11  Doue en deus va lakaet etre daouarn an dud direizh, va zaolet etre daouarn ar re zrouk.

12  En diskuizh e oan hag en deus va bruzunet, kroget en deus em gouzoug ha brevet ac’hanon, va lakaet da wenn evit e viroù.

13  E waregerien a zo en-dro din, toullañ a reont va lounezhi ha n’espernont ket ac’hanon, teurel a ra va bestl d’an douar.

14  Va freuzañ a ra gant freuz war freuz, redek a ra warnon evel ur brezelour.

15  Gwriet em eus ur sac’h war va c’hroc’hen, lakaet em eus va fenn er poultr.

16  Va dremm a zo koeñvet gant an daeroù, emañ skeud ar marv war va malvennoù,

17  ha koulskoude n’eus torfed ebet em daouarn, ha glan eo va fedenn.

18  O douar, na c’holo ket va gwad! Ra ne vo lec’h ebet evit derc’hel va c’hriadenn.

19  Ha bremañ, setu, va zest a zo en neñv, va diwaller el lec’hioù uhelañ.

20  Va mignoned a ra goap ouzhin, etrezek Doue eo e tro va daoulagad en ur ouelañ.

21  Ra vreutaio unan bennak evit an den e-kichen Doue, evel ma vreuta un den evit e amezeg.

22  Rak ar bloavezhioù a zo niveret din hag e tec’hont; mont a ran war an hent hep distro.

 

Pennad 17

1  Va spered a vank, va deizioù a zo mouget, ar bez am gortoz.

2  Bez’ ez eus goapaerien en-dro din, va lagad a veilh e-kreiz o dismegañsoù.

3  Laka da-unan ur c’hred, bez va gwarant ez-kichen. Piv a donkfe em dorn?

4  Rak serret ec’h eus o c’halon ouzh ar skiant, setu perak ne savi ket anezho.

5  Un den a ro e vignoned d’an diwisk, ha daoulagad e vugale a vo kuzumet.

6  Graet en deus ac’hanon mojenn ar pobloù, unan a vez skopet ouzh e zremm.

7  Va lagad a zo teñvalaet gant ar glac’har, va holl izili a zo evel ur skeud.

8  An dud eeun a vo mantret, an hini didamall en em sav a-enep an den fall.

9  Met an den reizh a gendalc’ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc’h-muiañ.

10  Met c’hwi holl, distroit, deuit adarre! Ne gavin ket un den fur en ho touez.

11  Va deizioù a zo tremenet, va mennadoù, karet gant va c’halon, a zo kaset da get.

12  Troet eo an noz da zeiz; ar sklêrijenn a zo tost dirak an deñvalijenn.

13  Pa c’hortozan lec’h ar marv evit chomlec’h, pa gempennan va gwele en deñvalijenn,

14  pa grian d’ar bez: Te eo va zad! ha d’ar preñved: C’hwi eo va mamm ha va c’hoar!

15  pelec’h eta emañ va esperañs? Ha va esperañs, piv a c’hell he gwelout?

16  Diskenn a raio ouzh dorioù lec’h ar marv, pa’z aimp a-unvan da ziskuizhañ er poultr.

 

Pennad 18

Eil prezegenn Bildad

1  Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout:

2  Pegoulz e lakaiot termen d’ar c’homzoù-se? Komprenit, hag e komzimp.

3  Perak ez omp sellet evel loened, hag ez omp diboell d’ho taoulagad?

4  Te hag en em ziframm da-unan ez fulor: An douar, hag e vo dilezet en abeg dit? Ar roc’h, hag e vo taolet er-maez eus he lec’h?

5  Ya, sklêrijenn an den drouk a vo mouget, flammenn e dan ne lugerno ket.

6  Ar gouloù a vo teñvalaet en e deltenn, e lamp a vo mouget dreistañ.

7  E gammedoù ken galloudek a barcho, e zivizoù o-unan en diskaro.

8  Tapet e vo er roued dre e dreid, war ar stign e kerzho.

9  An antell a grogo en e seul, ar griped a skrapo anezhañ.

10  Ar gordenn a zo kuzhet evitañ en douar, emañ an trap war e hent.

11  Ar spouronoù a sezizo anezhañ a bep tu, war-lerc’h e dreid e redint.

12  E nerzh a vo marnaoniet, ar glac’har en em zalc’ho en e gichen.

13  E groc’hen a vo debret a-dammoù, ar c’hentañ-ganet eus ar marv a zebro e dammoù.

14  Diframmet e vo eus e deltenn, lec’h e fiziañs, degaset e vo da roue ar spontoù.

15  An hini n’eo ket dezhañ a vo o chom en e deltenn, soufr a vo skuilhet war e gêr.

16  En traoñ e sec’ho e wrizioù, en nec’h e vo troc’het e vrankoù.

17  E eñvor a dec’ho kuit a-ziwar an douar, e anv ne vo ken meneget war ar plasennoù.

18  Kaset e vo eus ar sklêrijenn d’an deñvalijenn, bountet e vo er-maez eus ar bed.

19  N’en devo na lignez na rumm e-touez e bobl, den ne vevo war e lerc’h en e chomlec’hioù.

20  Ar re a vo deuet en e c’houde a vo souezhet eus deiz e zistruj, ar re a vo deuet a-raok a vo karget a spont.

21  Setu aze chomadur an den fallakr, evel-se eo lec’h an hini n’anavez ket Doue.

 

Pennad 19

Pempvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Betek pegoulz e c’hlac’harot va ene, hag am bec’hiot a gomzoù?

3  Dek gwech dija hoc’h eus graet dismegañs din. Ha n’hoc’h eus ket mezh da’m gwallgas?

4  E gwirionez mar em eus faziet, va fazi a chom ganin.

5  E gwirionez mar en em savit a-enep din, mar rebechit din an dismegañs m’en em gavan enni,

6  anavezit eta eo Doue a ziskar ac’hanon, hag en deus astennet e roued en-dro din.

7  Setu e krian d’an taerder, ha den ne respont. Hag e huchan, ha n’eus reizhder ebet.

8  Serret en deus va hent, ha ne c’hellan ket tremen. Lakaet en deus teñvalijenn war va gwenodennoù.

9  Diwisket en deus ac’hanon eus va gloar, lamet en deus ar gurunenn diwar va fenn.

10  Va distrujet en deus a bep tu hag ez an kuit, diframmet en deus va esperañs evel ur wezenn.

11  Entanet en deus e gounnar a-enep din, va sellet en deus evel unan eus e enebourien.

12  E strolladoù a zo deuet a-gevret, digoret o deus o hent betek ennon, kampet o deus en-dro da’m zeltenn.

13  Pellaet en deus diouzhin va breudeur, ar re am anaveze a zo aet kuit.

14  Va c’herent-nes o deus va dilezet, va anaoudeien o deus va ankounac’haet.

15  Tud va zi ha va mitizhien o deus va c’hontet estrañjour, deuet on da vezañ un diavaeziad evito.

16  Galvet em eus va servijer ha n’en deus ket respontet, gant va genoù em eus e bedet en aner.

17  Va anal a zo kasaet gant va gwreg, pedet em eus mibien va c’hof.

18  Ar vugaligoù zoken a zispriz ac’hanon, mar savan e komzont em enep.

19  Holl re va c’huzul o deus euzh ac’hanon, ar re a garen a zo troet em enep.

20  Va eskern a zo staget ouzh va c’hroc’hen hag ouzh va c’hig, tec’het on kuit gant kroc’hen va dent.

21  Ho pet truez ouzhin! Ho pet truez ouzhin, va mignoned! Rak skoet on bet gant dorn Doue.

22  Perak e redit war va lerc’h evel Doue? Ha n’hoc’h eus ket bet ho kwalc’h eus va c’hig?

23  Me a garfe e vefe skrivet va c’homzoù bremañ. Me a garfe e vefent engravet en ul levr.

24  Me a garfe e vefent kizellet war ur roc’h gant ur gizell houarn ha gant plom, evit biken.

25  Gouzout a ran-me ez eo bev va dasprener, ha d’an diwezh e savo war an douar,

26  ha goude ma vo distrujet ar c’hroc’hen-mañ, er-maez eus va c’hig e welin Doue;

27  me a welo anezhañ, va daoulagad en gwelo, ha nann unan all. Va lounezhi a bulluc’h em c’hreizon.

28  Ret e vefe deoc’h lavarout kentoc’h: Perak e heskinomp anezhañ? Daoust hag e kavimp ennañ abeg e walleur?

29  Doujit ar c’hleze evidoc’h hoc’h-unan, rak ar fulor a zo kastizet dre ar c’hleze. Ha gouezit ez eus ur varn.

 

Chapitre 20

Eil prezegenn Zofar

1  Neuze, Zofar eus Naama a gomzas o lavarout:

2  Va soñjoù a vount ac’hanon da respont, ha gant-se ez eus pres warnon.

3  Klevet em eus ur gentel dismegañsus, met va spered a denn eus va foell ur respont.

4  Ha n’ouzout ket penaos a bep amzer, abaoe m’eo bet lakaet an den war an douar,

5  youc’hoù trec’h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?

6  Pa savfe e uhelder betek an neñvoù, pa dapfe e benn ar c’houmoul,

7  mont a raio da goll evit biken evel e fank, hag ar re a wele anezhañ a lavaro: Pelec’h emañ?

8  Tec’hout a raio evel un huñvre, ne vo ken kavet, mont a raio da netra evel ur weledigezh en noz.

9  Al lagad a wele anezhañ n’en gwelo ken, e lec’h n’en anavezo ken.

10  E vibien a raio plijadur d’ar beorien, e zaouarn a zaskoro e vadoù.

11  E eskern a zo leun a yaouankiz, met a zo gourvezet gantañ er poultr.

12  Mard eo an droug dous d’e c’henoù, mar kuzh anezhañ dindan e deod,

13  mar espern anezhañ hep e deurel kuit, mar dalc’h anezhañ en e staon,

14  e voued a droio en e gof, hag a zeuio da vezañ ur binim naer-wiber en e greiz.

15  Lonket en deus pinvidigezhioù hag o dislonko, Doue o diframmo eus e gof.

16  Sunañ a raio binim an naer-wiber, teod ar wiber en lazho.

17  Ne welo ket ar gwazhioù, ar stêrioù, ar froudoù mel hag amann.

18  Daskor a raio ar pezh en devo gounezet ha n’en lonko ket, ar restaol a vo hervez e gounid, ne laouenaio ket gantañ.

19  Dre m’en deus gwasket ha dilezet ar beorien, en devo rivinet e di e-lec’h e sevel.

20  A-dra-sur n’anavezo ket peoc’h en e gof, ha ne savetaio tra ebet eus ar pezh o devo c’hoantaet.

21  Netra n’en deus tec’het eus e lontegezh, met e eurvad ne bado ket.

22  E-kreiz ar fonnusted e vo en dienez, daouarn an ezhommeien en em daolo warnañ.

23  Evit leuniañ e gof, Doue a gaso a-enep dezhañ tan e gounnar, a gouezho evel glav warnañ ha war e gig.

24  Tec’hout a raio diouzh an armoù houarn, met ar wareg arem a dreuzo anezhañ.

25  Tennañ a raio an dared eus e gorf, hag an houarn luc’hedus eus e avu. Spontoù ar marv a zeuio warnañ.

26  An holl deñvalijenn a vo kuzhet en e lec’hioù kuzh; un tan, na vo ket enaouet gant un den, a lonko anezhañ, hag ar pezh a chomo en e deltenn a vo distrujet.

27  An neñvoù a zizoloio e zireizhder, an douar a savo a-enep dezhañ.

28  Leve e di a vo kaset kuit, pep tra a dec’ho da zeiz ar gounnar.

29  Honnezh eo lodenn an den fall a-berzh Doue, an hêrezh roet dezhañ gant Doue.

 

Pennad 21

C’hwec’hvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Selaouit pizh va c’homzoù, ra vo din kement-se ur frealz eus ho perzh.

3  Padit ganin hag e komzin, ha goude ma em bo komzet, e reot goap.

4  Daoust hag e kasan va c’hlemm da un den? Mar befe evel-se, perak e vefe trubuilhet va spered?

5  Sellit ouzhin ha bezit souezhet, lakait ho torn war ho kenoù.

6  Pa en em soñjan ez on spouronet, hag ur grenadenn a grog em c’hig.

7  Perak e vev ar re zrouk, perak e koshaont, perak e kresk o galloud?

8  O lignez a greñva dirazo ha ganto, o diskennidi a sav dirak o daoulagad.

9  O ziez a zo e peoc’h ha dispont, gwialenn Doue n’emañ ket warno.

10  O c’hole a zo kreñv ha frouezhus, o ounner a ro o leue ha ne ziforc’hont ket.

11  Kas a reont o re vihan dirazo evel un tropell, hag o bugale a vez o lammat.

12  Sevel a reont o mouezh gant an daboulin hag an delenn, hag e laouenaont ouzh son ar fleüt.

13  Tremen a reont en eurvad o deizioù, hag e tiskennont en ur pennad e lec’h ar marv.

14  Ha koulskoude o deus lavaret da Zoue: Pella diouzhimp, ne fell ket deomp anavezout da hentoù.

15  Piv eo an Holl-C’halloudeg evit ma servijfemp anezhañ? Petra a c’hounezfemp o pediñ anezhañ?

16  Setu, o eurvad n’emañ ket en o daouarn. Ra vo kuzul an den fall pell diouzhin!

17  Pet gwech e c’hoarvez ma voug goulaouenn ar re zrouk, ma teu an distruj warno? Lodennañ a ra poanioù dezho en e gounnar.

18  Bez e vint evel plouz dirak an avel, evel ar pell savet dre ar barrad-amzer.

19  Hag e vir Doue ar boan evit mibien an den fall? Ra baeo anezhañ e-unan evit ma ouezo!

20  Ra welo gant e zaoulagad e zistruj, ra evo gounnar an Holl-C’halloudeg.

21  Rak peseurt plijadur en devo en e di war e lerc’h, pa vo echuet niver e vizioù?

22  Hag e vefe kelennet ar skiant da Zoue, eñ hag a varn ar re uhelañ?

23  Unan a varv en e greñvder, e peoc’h hag en diskuizh,

24  e lounezhi leun a laezh hag e eskern gwalc’het a vel.

25  Unan all a varv e c’hwervder e ene hep bezañ biskoazh tañvaet an eurvad.

26  Ha gourvezet int a-unan er poultr, hag ar preñved o golo.

27  Setu, anavezout a ran ho soñjoù hag ar mennozhioù hoc’h eus em c’heñver.

28  Hag e lavarit: Pelec’h emañ ti an den pinvidik? Pelec’h emañ an deltenn ma oa o chom ar re zrouk enni?

29  Ha n’hoc’h eus ket graet goulennoù ouzh ar veajourien, ha n’hoc’h eus ket anavezet dre o zestenioù,

30  ez eo miret an den fall evit deiz ar glac’har, hag ez eo degaset evit deiz ar fulor?

31  Piv a zisklêrio dirazañ e gundu? Piv a zaskoro dezhañ ar pezh en deus graet?

32  Douget e vo d’ar bez, ha war an durumell e vo beilhet.

33  Moudennoù an draonienn a vo skañv dezhañ, an holl war e lerc’h a yelo da-heul, evel ar re ziniver en e raok.

34  Perak eta e roit din frealz aner? Eus ho respontoù, ar pezh a van eo an touellerezh.

 

Pennad 22

Teirvet prezegenn Elifaz

1  Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout:

2  Hag e c’hell un den bezañ talvoudus da Zoue? Dezhañ e-unan eo talvoudus un den, ma’z eo fur.

3  An Holl-C’halloudeg, hag e kav plijadur ma’z out reizh? Hag e resev ur gounid bennak ma kerzhez er reizhder?

4  Hag ez eo dre zoujañs dirazout e kastiz ac’hanout, hag ez a d’ar varn ganit?

5  Ha n’eo ket bras da fallentez? Ha n’int ket divuzul da zireizhder?

6  Rak ec’h eus kemeret goproù digant da vreudeur hep abeg, diberc’hennet ec’h eus diouzh o dilhad ar re a oa en noazh.

7  Ne’c’h eus ket roet dour da evañ d’an den sec’hedek, dinac’het ec’h eus da vara d’an den naonek.

8  Ar vro a oa d’an den galloudek, an hini a oa doujet a chome enni.

9  Kaset ec’h eus kuit en goullo an intañvezed, ha divrec’h an emzivaded a voe brevet.

10  Setu perak ez eus antelloù en-dro dit, hag e teu warnout ur spouron buan,

11  hag an deñvalijenn a harz ac’hanout da welout, hag an doureier a zic’hlann betek da c’holeiñ.

12  Doue, ha n’emañ ket e nec’h an neñvoù? Sell ouzh barr ar stered, pegen uhel ez int!

13  Hag e lavarez: Petra a anavez Doue? Hag e varno a-dreuz an deñvalijenn?

14  Ar goabrenn a c’holo anezhañ ha ne wel netra; pourmen a ra war volz an neñvoù.

15  Hag e fell dit heuliañ an hent a-wechall, an hini o deus kerzhet warnañ an dud direizh?

16  Lamet int bet a-raok an amzer, aet eo o diazez gant ur stêr o tic’hlannañ.

17  Lavarout a raent da Zoue: Pella diouzhimp! Petra a raio an Holl-C’halloudeg deomp?

18  Ha koulskoude en doa leuniet o ziez a vadoù! Ya, ra vo pell diouzhin kuzul ar re zrouk!

19  Ar re reizh henn gwel hag a laouena, an didamall a ra goap anezho.

20  A-dra-sur, hon enebour a zo distrujet, an tan en deus lonket o finvidigezhioù.

21  En em domm outañ hag e vi e peoc’h, evel-se e c’hoarvezo mad ganit.

22  Resev al lezenn eus e c’henoù, ha laka e c’herioù ez kalon.

23  Mar distroez d’an Holl-C’halloudeg, e vi adsavet. Pella an direizhder eus da deltenn.

24  Taol an aour er poultr, aour Ofir e reier ar froud.

25  An Holl-C’halloudeg a vo da aour, da arc’hant ha da deñzorioù.

26  Neuzi e kavi en Holl-C’halloudeg da blijadurioù, hag e savi da zremm war-zu Doue.

27  E bediñ a ri hag e selaouo ac’hanout, hag e seveni da ouestloù.

28  Ma ec’h eus divizoù, e teui a-benn outo, ar sklêrijenn a lugerno war da hentoù.

29  Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.

30  Dieubiñ a raio an den n’eo ket didamall, dieubet e vo dre c’hlanded da zaouarn.

 

Pennad 23

Seizhvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Bremañ c’hoazh va c’hlemm a zo c’hwerv, ha va dorn a zalc’h va huanadoù.

3  O! Ma oufen pelec’h e gavout, ez afen betek e dron.

4  Disklêriañ a rafen va abeg dirazañ, hag e leugnfen va genoù a brouennoù.

5  Anavezout a rafen ar pezh a respontfe din, hag e komprenfen ar pezh a lavarfe din.

6  Hag e stourmfe ganin e braster e nerzh? Nann, zoken e taolfe evezh ouzhin.

7  Bez’ e vefe un den reizh a gomzfe gantañ, e vefen pardonet evit biken gant va barner.

8  Setu, mard an d’ar sav-heol, n’emañ ket, mard an d’ar c’huzh-heol, n’en kavan ket,

9  en hanternoz emañ oc’h ober traoù, n’en gwelan ket, er c’hreisteiz eo kuzhet, nen dizoloan ket.

10  Anavezout a ra an hent am eus heuliet, ra amprouo ac’hanon, hag e teuin er-maez evel aour.

11  Va zroad a zo staget ouzh e gammedoù, miret em eus e hent ha n’on ket distroet dioutañ.

12  N’on ket pellaet diouzh gourc’hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c’henoù muioc’h eget na oa ret.

13  Met e vennad a zo divizet, piv a raio dezhañ distreiñ? Ar pezh a c’hoanta e ene, en gra.

14  Seveniñ a raio e vennad diwar va fenn, ha kalz a draoù evel-se a zo gantañ.

15  Setu perak ez on spouronet dirazañ, pa soñjan e kement-se, em eus aon razañ.

16  Doue en deus blotaet va c’halon, an Holl-C’halloudeg en deus va spouronet.

17  N’on ket bet lamet kuit dirak an deñvalijenn, kuzhet en deus an teñvalder a-dreñv din.

 

Pennad 24

1  Perak na laka ket an Holl-C’halloudeg amzerioù a-du? Perak ar re a anavez anezhañ ne welont ket e zeizioù?

2  Dilec’hiet eo ar bonnoù, laeret eo an tropelloù evit o lakaat da beuriñ,

3  kaset eo azen an emzivaded, lakaet eo e gouestl ejen an intañvez,

4  pellaet eo ar beorien diwar an hent, ret eo d’an ezhommeien en em guzhat.

5  Setu, evel ezen gouez er gouelec’h ez eont er-maez d’o labour, o sevel abred evit ur preizh. Ar gouelec’h a ro dezho bara evit o re vihan.

6  Mediñ a reont er parkeier, hag e raspaont gwinienn an den drouk.

7  Lakaat a reont ar re ziwisket da dremen an noz hep dilhad, ne roont ket ur pallenn dezho pa’z eo yen,

8  pa’z int glebiet gant glav ar menezioù hag e vriataont ar roc’h hep bodenn.

9  Diframmañ a reont an emzivad diouzh ar vronn, hag e kemeront gouestl war ar paour.

10  Dezhañ e reont kerzhout en noazh, hep dilhad, hag e tennont o feskennoù a-zirak an naoneien.

11  Etre o mogerioù e waskont an eoul, hag e jaodront er beolioù, hag o deus sec’hed.

12  Eus kêr e vez klevet tud o hirvoudiñ, ene ar re c’hloazet a glemm, ha Doue ne ra ket van outo.

13  Setu amañ ar re en em sav a-enep ar sklêrijenn, n’anavezont ket e hentoù, ne chomont ket war e wenodennoù.

14  Ar muntrer a sav da c’houloù-deiz, hag e lazh ar paour hag an ezhommeg; e-pad an noz eo ul laer.

15  Lagad an avoultrer a zo war spi da serr an noz, o lavarout: Lagad ebet ne’m gwelo; ha kuzhat a ra e zremm.

16  En deñvalijenn e toullont an tiez o doa merket war an deiz. N’anavezont ket ar sklêrijenn.

17  Ar mintin a zo dezho evel skeud ar marv, spontet int evel gant skeud ar marv pa’z int anavezet gant unan bennak.

18  Mont a reont kuit evel un dra skañv war-c’horre an dour, o lodenn a zo milliget war an douar, ne gemeront ket hent ar gwini.

19  Ar sec’her hag an tommder a guzum doureier an erc’h, evel-se lec’h ar marv a guzum ar bec’herien.

20  Ar c’hof en ankounac’haio, ar preñv en debro c’hwek, den n’en devo soñj anezhañ, an den direizh a vo drailhet evel ur wezenn.

21  Gwallgas a ra ar sec’henn n’he deus ket a vugale, ne ra mat ebet d’an intañvez,

22  dre e nerzh e sach ar re c’halloudek, pa sav nikun n’eo sur eus e vuhez.

23  Eñ eo a ro surentez dezho, hag en em harpont war gement-se. Koulskoude e zaoulagad a zo war o hentoù.

24  Savet o deus un nebeudig, ha n’emaint ken. Plegañ a reont hag int kaset kuit evel ar re all, troc’het int evel penn un dañvouezenn.

25  Ma n’eo ket evel-se, gant piv e vin prouet gaouiad? Piv a lakaio da netra va c’homzoù?

 

Pennad 25

Teirvet prezegenn Bildad

1  Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout:

2  Ar galloud hag ar spont a zo dezhañ, eñ a laka ar peoc’h da ren en e lec’hioù uhel.

3  Hag e c’hell bezañ niveret e armeoù? War biv ne sav ket e sklêrijenn?

4  Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?

5  Setu, al loar zoken a zo hep sklêrijenn, ar stered n’int ket glan dirak e zaoulagad,

6  pegement nebeutoc’h an den n’eo nemet ur preñv, ha mab an den n’eo nemet ur preñvig!

 

Pennad 26

Eizhvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Skoazellet ec’h eus an hini dinerzh, saveteet ec’h eus ar vrec’h dic’halloud,

3  kelennet ec’h eus an hini hep furnez, roet ec’h eus da welout ul leunded a furnez.

4  Da biv ec’h eus disklêriet da gomzoù? Spered piv a zeu diganit?

5  Traoù hep buhez a zo stummet dindan an doureier ha dindan ar re a zo o chom enno.

6  Lec’h ar marv a zo en noazh dirazañ, n’eus ket a ouel war an donder.

7  Astenn a ra an hanternoz war ar goullo, hag ec’h istribilh an douar war an netra.

8  Dastum a ra an doureier er c’houmoul, hag ar goabrenn n’eo ket roget dindan o fouez.

9  Goleiñ a ra dremm e dron, hag ec’h astenn e goumoul a-us dezhañ.

10  Merket en deus ur c’helc’h war an doureier, evel bevenn etre sklêrijenn ha teñvalijenn.

11  Peulioù an neñvoù a zo brañsellet ha souezhet pa c’hourdrouz.

12  Dre e nerzh e sav ar mor, dre e veiz e vruzun al lorc’h.

13  Dre e Spered e fich an neñvoù, e zorn a dreuz an naer tec’hus.

14  Setu aze kostezioù e hentoù, ha pegen bihan eo al lodenn a anavezomp! Piv a c’hello kompren kurun e c’halloud?

 

Pennad 27

1  Job a gendalc’has d’ober e brezegenn o lavarout:

2  Doue a zo bev. Lakaet en deus va gwir a-gostez, an Holl-C’halloudeg en deus leuniet va ene a c’hwervder.

3  E-keit ha ma vano va anal ganin, e-keit ha ma vo Spered Doue em divfron,

4  va muzelloù ne zisklêrint direizhder ebet, va zeod ne lavaro touellerezh ebet.

5  Pell diouzhin reizhabegañ ac’hanoc’h! Betek va huanad diwezhañ ne ziwiskin ket va onestiz.

6  Miret em eus va reizhder ha n’en dilezin ket, va c’halon ne rebecho din hini eus va deizioù.

7  Ra vo va enebour evel un den drouk, hag an hini a sav em enep evel un den direizh.

8  Peseurt esperañs eo hini an den dizoue, pa droc’ho Doue, pa lamo Doue e ene digantañ?

9  Doue, ha klevout a raio e glemmoù pa zeuio an anken warnañ?

10  Hag e laouenaio en Holl-C’halloudeg? Hag e pedo Doue e pep amzer?

11  Kelenn a rin deoc’h penaos e ra Doue, ha ne guzhin ket ouzhoc’h mennozhioù an Holl-C’halloudeg.

12  Setu, c’hwi hoc’h-unan hoc’h eus gwelet an traoù-mañ. Perak eta en em lezit da vont da soñjoù aner?

13  Setu al lodenn a vez lakaet a-du gant Doue evit an den drouk, an hêrezh o deus ar re daer digant an Holl-C’halloudeg:

14  Mar en deus liesaet e vibien, ez eo evit ar c’hleze. E ziskennidi n’o devo ket o gwalc’h a vara.

15  Ar re a vano a vo sebeliet pa vint marv, met o intañvezed ne ouelint ket dezho.

16  Pa zastumfe arc’hant evel poultr, pa vergnfe dilhad evel fank,

17  o berniañ a ra, met an den reizh o gwisko, hag an den didamall en devo an arc’hant da lod.

18  Sevel a ra dezhañ un ti evel hini an tagn, evel lochenn an diwaller.

19  Mont a ra pinvidik da gousket ha n’adsavo ket, digeriñ a ra e zaoulagad ha n’emañ ken.

20  Ar spontoù a grog ennañ evel an doureier, ar barrad-amzer a laer anezhañ en noz.

21  Kaset eo gant avel ar sav-heol hag ez a kuit, tennet eo eus e lec’h evel gant un avel-dro.

22  Taolet eo biroù warnañ, n’eo ket espernet, tec’hout a ra diouto.

23  Stlaket e vo an daouarn a-enep dezhañ, c’hwitellet e vo pa yelo kuit.

 

Pennad 28

1  Bez’ ez eus ur vengleuz evit tennañ an arc’hant diouti, hag ul lec’h evit glanaat an aour ennañ.

2  An houarn a vez tennet diouzh ar poultr, hag ar maen teuzet a ro an arem.

3  Lakaet ez eus un dibenn d’an deñvalijenn, hag e vez klasket betek an harzoù pellañ mein kuzhet en deñvalijenn hag e skeud ar marv.

4  Kleuzet eo ur puñs pell diouzh al lec’hioù tudet; ennañ ne c’heller ket araokaat gant an treid, hag e vezer ispilhet hag hejet pell diouzh an dud.

5  Eus an douar eo e teu ar bara, hag ez eo troc’holiet en e zonderioù evel gant an tan.

6  E reier eo chomlec’h ar safir, eno e vez kavet poultr aour.

7  Al labous-preizh n’anavez ket an hent di, lagad ar bultur n’en gwel ket.

8  Al loened lorc’hus n’o deus ket kerzhet ennañ, al leon n’eo ket tremenet drezañ.

9  An dorn a vez lakaet war ar reier, ha troc’holiet eo ar menezioù betek o gwrizioù.

10  Kleuzet eo gwazhioù er reier, hag al lagad a wel kement a zo prizius.

11  Harzet eo diruilhad an doureier, an traoù kuzhet a zo tennet d’ar gouloù.

12  Met pelec’h e vo kavet ar furnez? Pelec’h emañ ar poell o chom?

13  An den n’anavez ket he friz, n’emañ ket e douar ar re vev.

14  N’emañ ket ennon, eme an donder; n’emañ ket ganin, eme ar mor.

15  Ne vez ket roet evit aour glan, ne vez ket prenet o pouezañ arc’hant.

16  Ne vez ket pouezet gant aour Ofir, na gant oniks prizius, na gant safir.

17  Ne vez ket heñvelaet gant an aour nag ar gwer. Ne vez ket troket evit ul lestr aour glan.

18  Ne gomzer ket eus ar c’houral, nag eus ar strink, priziusoc’h eo ar furnez eget perlez.

19  Topaz Etiopia ne c’hell ket bezañ kevatal outi, ne vez ket pouezet gant aour glan.

20  Met a-belec’h e teu ar furnez? Pelec’h emañ ar poell o chom?

21  Mouchet eo dirak daoulagad an holl re vev, kuzhet eo dirak laboused an neñvoù.

22  Ar poull hag ar marv a lavar: Klevet hon eus komz diouti gant hon divskouarn.

23  Doue a anavez e hent, eñ a oar pelec’h emañ o chom.

24  Rak sellout a ra betek harzoù ar bed, gwelout a ra dindan an holl neñvoù.

25  Pa roe d’an avel e bouez, pa vuzulie an doureier dre gementadoù,

26  pa rae ur reolenn evit ar glav, pa drese un hent evit luc’hed ar c’hurun,

27  neuze e welas anezhi, he disklêrias, he diazezas, ha zoken he furchas.

28  Hag e lavaras d’an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.

 

Pennad 29

1  Job a gendalc’has d’ober e brezegenn o lavarout:

2  O! Perak n’on ken evel er mizioù a-wechall, evel en deiz ma tiwalle Doue ac’hanon,

3  pa lugerne e c’houlaouen war va fenn, pa gerzhen ouzh e sklêrijenn en deñvalijenn,

4  evel en deizioù va diskar-amzer, pa veze sekred Doue em zeltenn,

5  pa oa an Holl-C’halloudeg c’hoazh ganin, ha va re yaouank en-dro din,

6  pa walc’hen va zreid el laezh, pa zevere ar roc’h din froudoù eoul!

7  Pa’z aen er-maez etrezek dor kêr, e lakaen kempenn din ur gador war al leurenn.

8  Ar re yaouank a yae da guzh o welout ac’hanon, ar re gozh a save hag en em zalc’he en o sav.

9  Ar briñsed a baoueze da gomz hag a lakae o dorn war o genoù.

10  Mouezh ar pennoù bras a dave, o zeod a stage ouzh o staoñ.

11  Ar skouarn am c’hleve am disklêrie eürus, al lagad am gwele a roe testeni din.

12  Rak dieubiñ a raen an ezhommeg a azgoulenne, hag an emzivad n’en doa den d’e skoazellañ.

13  Bennozh an hini a yae da vervel a gouezhe warnon, hag e leunien a levenez kalon an intañvezed.

14  Gwiskañ a raen ar reizhder, va dilhad e oa, va eeunder a oa va mantell ha va zog.

15  Daoulagad an dall e oan, ha treid ar c’hamm.

16  Tad ar beorien e oan, hag ec’h enklasken gwir an hini dianav.

17  Bruzunañ a raen javed an hini direizh, hag e lamen diouzh e zent e breizh.

18  Hag e lavaren: Mervel a rin em neizh, hag e liesain va deizioù evel an traezh.

19  Va gwrizienn a oa digor d’an dour, ar glizh a dremene an noz war va skourroù.

20  Va gloar a nevesae ennon, va gwareg a greñvae em dorn.

21  Va selaou a raed, hag e c’hortozed, hag e taved pa roen va alioù.

22  Goude ma em beze komzet ne respontent ket, va lavarioù a zevere warno.

23  Va gortoz a raent evel ar glav, hag e tigorent o genoù evel evit glav an diwezhañ amzer.

24  Mousc’hoarzhin a raen pa ne gredent ket, ne c’hellent ket kas diwar wel sederoni va dremm.

25  Karout a raen mont ganto hag ec’h azezen evel o fenn, evel ur roue e- kreiz e arme, evel ur frealzer e-kreiz ezhommeien.

 

Pennad 30

1  Met bremañ tud yaouankoc’h egedon a ra goap ac’hanon, ar re am boa re a zismegañs evit o zadoù d’o lakaat gant chas va zropell.

2  Petra am befe graet eus nerzh o daouarn? Ar gozhni a oa aet da goll enno.

3  Dinerzhet dre ar gernez hag an naon, e peurent al lec’hioù disec’h, glac’haret ha distro abaoe pell.

4  Dastum a raent geot gouez e-kichen bodoù, ha gwrizioù ar jenevregoù evit o boued.

5  Kaset e oant kuit a-douez an dud, hag e veze kriet war o lerc’h evel war-lerc’h ul laer.

6  Edont o chom e toulloù eus traoniennoù, e mougevioù an douar hag e-touez ar reier.

7  Klevet e vezent o vlêjal etre ar bodoù, hag en em zastument dindan an askol.

8  Mibien a netra e oant, mibien hep anv, a zo bet kaset kuit eus ar vro.

9  Ha bremañ ez on abeg d’o c’hanaouennoù, hag e komzont diwar va fenn.

10  Euzh o deus ouzhin, pellaat a reont diouzhin, hep aon e skoont ouzh va dremm.

11  Kordenn va gwareg a zo distennet, izelaet on, diharz ez int dirazon.

12  A-zehou din, emañ o sevel tud ganet nevez ‘zo. Kas a reont kuit va zreid, hag e reont em enep hentoù evit noazout din.

13  Distrujañ a reont va hent, hag e kreskont va enkrez; ha n’o deus skoazell ebet.

14  Dont a reont evel dre ur freuz ledan, en em deurel a reont evit ar rivin.

15  Ar spouronoù o deus troet em enep, redek a reont war-lerc’h va ene evel an avel, va eurvad a zo tremenet evel ur goumoulenn.

16  Ha bremañ va ene a deuz ennon, deizioù va glac’har o deus va zapet.

17  Va eskern a zo toullet e-pad an noz, ar pezh a grign ac’hanon ne gousk ket.

18  Gant un nerzh bras va dilhad a zo disneuziet, va gwaskañ a reont evel kolier va zoneg.

19  Taolet on er fank, heñvel on ouzh ar poultr hag al ludu.

20  Krial a ran war-zu ennout ha ne respontez ket, en em zerc’hel a ran ha ne sellez ket ouzhin.

21  Deuet out garv em enep, herzel a rez ouzhin gant da zorn nerzhus.

22  Va sevel a rez, va lakaez da gerzhout war an avel, hag e rez din teuziñ en ur gorventenn.

23  Gouzout a ran e kasi ac’hanon d’ar marv, d’al lec’h merket evit an holl re vev.

24  Ha ne astenner ket an dorn e-kreiz an distruj? Ha ne c’heller ket leuskel ur griadenn en glac’har?

25  Ha ne ouelen ket evit an den a dremene deizioù fall? Ha ne oa ket glac’haret va ene evit ar paour?

26  Pa c’hortozen an eurvad, an drougeur a zo deuet. Pa c’hortozen ar sklêrijenn, an deñvalijenn a zo deuet.

27  Va bouzelloù a verv hep ehan, deizioù an enkrez a zo deuet warnon.

28  Kerzhout a ran duet holl, ha n’eo ket dre an heol. Sevel a ran e-kreiz ar vodadeg, hag e krian.

29  Deuet on da vezañ breur an erevent ha keneil ar struskañvaled.

30  Va c’hroc’hen duet a gouezh, va eskern a zo devet gant an derzhienn.

31  Va zelenn a zo troet e kañvoù, ha va fleüt e mouezh o ouelañ.

 

Pennad 31

1  Graet em boa un emglev gant va daoulagad; penaos em befe sellet ouzh ur werc’hez?

2  Peseurt lod en defe Doue lakaet a-du din eus krec’h? Peseurt hêrezh en defe an Holl-C’halloudeg kaset din eus al lec’hioù uhel?

3  Ar rivin, ha n’eo ket evit an den drouk? Ar gwalleur, ha n’eo ket evit ar vicherourien a zireizhder?

4  Ha ne wel ket va hentoù? Ha ne niver ket va holl gammedoù?

5  Mar em eus kerzhet er gevier, mar en deus va zroad hastet etrezek an touell,

6  ra bouezo Doue ac’hanon gant ur valañs just, hag ec’h anavezo va eeunder.

7  Mar o deus distroet va c’hammedoù diouzh an hent, mar he deus va c’halon heuliet va daoulagad, mar ez eus ur saotr bennak staget ouzh va daouarn,

8  ra zebro unan all ar pezh am eus hadet, ra vo diwriziennet va eost!

9  Mard eo bet va c’halon touellet gant ur vaouez, mard on bet o c’hedal e-kichen dor va nesañ,

10  ra valo va gwreg evit unan all, ra vo dizenoret gant reoù all!

11  Rak kement-se a zo un drougiezh rakprederiet, un direizhder kastizet gant ar varnerien,

12  un tan eo hag a lonk betek an distruj leun, hag en defe distrujet va holl c’hounid.

13  Mar em eus disprizet gwir va servijer pe va matezh pa oant o taelañ ganin,

14  petra a rin pa savo Doue? petra a respontin pa c’houlenno kont ouzhin?

15  An hini en deus graet ac’hanon er c’hof, ha n’en deus ket graet anezho? An hevelep Hini en deus stummet ac’hanomp er mammog.

16  Mar em eus tremenet hep reiñ d’ar beorien o goulenn, mar em eus lezet daoulagad an intañvez da langisañ,

17  mar em eus debret va-unan va bara, hep m’en defe debret an emzivad dioutañ,

18  adalek va yaouankiz eo bet savet em c’hichen evel e-kichen un tad, adalek kof va mamm em eus renet an intañvez,

19  mar em eus gwelet un den o vervel hep dilhad, hag ar paour hep pallenn,

20  ha n’o deus ket va benniget e lounezhi, ha n’en deus ket en em dommet gant kreoñ va oaned,

21  mar em eus savet va dorn a-enep an emzivad, pa em eus e welet ouzh an nor ha ma c’hellen e skoazell,

22  ra gouezho va skoaz diouzh va c’hil, ra vo torret va brec’h ha pellaet diouzh an ilin,

23  rak glac’har Doue en deus va spouronet, ne c’hellin ket padout dirak e veurded.

24  Mar em eus lakaet en aour va esperañs, mar em eus lavaret d’an aour glan: Va fiziañs ez out,

25  mard on bet laouenaet gant va gounid bras ha gant an holl bezh en doa va dorn dastumet,

26  mar em eus sellet ouzh an heol o lugerniñ hag ouzh al loar o vont a-raok kaer,

27  hag em eus lezet da douellañ e kuzh va c’halon, hag en deus va dorn kaset pokoù,

28  un direizhder kastizet gant ar varnerien, rak dianzav Doue an krec’h e vefe,

29  mard on bet laouenaet gant gwalleur va enebour, mar em eus tridet a levenez p’en deus an droug e dapet,

30  met ne’m eus ket lezet da bec’hiñ va zeod o c’houlenn e varv gant mallozhioù,

31  mar n’o deus ket lavaret tud va zi: Pelec’h ez eus unan bennak ha na vefe ket bet gwalc’het a gig?,

32  mar en deus tremenet an diavaeziad an noz er-maez, mar n’em eus ket digoret va dor d’ar beajour,

33  mar em eus goloet, evel Adam, va fec’hedoù, mar em eus kuzhet em bruched va direizhder,

34  rak em eus bet aon rak an engroez bras, em eus bet aon rak dispriz an tiegezhioù, en doare ma chomen sioul ha na greden ket mont e-maez an nor,

35  o, ra gavin unan bennak am selaouo! Setu va arouez: Ra responto an Holl-C’halloudeg din, ra skrivo va zamaller e glemm.

36  A-dra-sur en dougin war va skoaz, hag en stagin warnon evel ur gurunenn.

37  Disklêriañ a rin dezhañ niver va c’hammedoù, tostaat a rin outañ evel ouzh ur priñs.

38  Mar kri va douar em enep, mar gouel e irvi gantañ,

39  mar em eus debret e frouezh hep arc’hant, mar em eus glac’haret o ene d’ar re o doa e berc’hennet,

40  ra roio draen e-lec’h gwinizh, ha dreog e-lec’h heiz! Setu diwezh komzoù Job.

 

Pennad 32

Prezegenn Elihu

1  Neuze an tri den-mañ a baouezas da respont da Job, dre ma oa reizh ouzh e daoulagad e-unan.

2  Hag ec’h entanas kounnar Elihu mab Barakeel, eus Buz, eus tiegezh Ram. E gounnar a entanas a-enep Job dre ma en em reishae e-unan dirak Doue.

3  E gounnar a entanas ivez a-enep e dri mignon, dre n’o doa kavet netra da respont, ha koulskoude o doa kondaonet Job.

4  Elihu en doa gortozet, evit komz da Job, ma o defe int komzet, dre ma oant koshoc’h egetañ.

5  Elihu a welas n’o doa an tri den-mañ netra da respont, ha neuze e gounnar a entanas.

6  Elihu mab Barakeel, eus Buz, a gomzas o lavarout: Me a zo yaouank ha c’hwi a zo kozh, setu perak em eus doujet, ha n’em eus ket kredet reiñ va ali.

7  Lavarout a raen: An deizioù a gomzo, niver bras ar bloavezhioù a roio da anavezout ar furnez.

8  Met ar spered a zo en den, hag awen an Holl-C’halloudeg eo a ro poell.

9  N’eo ket ar re henañ a zo fur, n’eo ket ar re gozh a gompren ar varnedigezh.

10  Setu perak e lavaran: Selaou ouzhin, hag e tisklêrin va ali, me ivez.

11  Gortozet em eus diwezh ho prezegennoù, selaouet em eus ho poellataerezh ha penaos hoc’h eus aozet ho frazennoù.

12  Taolet em eus evezh ouzhoc’h, ha setu, nikun ac’hanoc’h n’en deus kendrec’het Job, na respontet d’e gomzoù.

13  Ha na lavarit ket: Kavet hon eus ar furnez! Doue eo a c’hell e abafiñ, n’eo ket un den.

14  N’en deus ket kaset e gomzoù a-enep din, ha ne respontin ket dezhañ gant ho kerioù.

15  Sabatuet int! Ne respontont ken, lamet eo bet o mouezh diganto!

16  Gortozet em eus, ha ne gomzont ken, en em zerc’hel a reont aze hep respont.

17  Me a responto da’m zro, hag e lavarin va ali, me ivez.

18  Rak leuniet on a gomzoù, ar spered a zo em c’hreiz am gwask.

19  Va bruched a zo evel gwin na vefe ket avelet, mont a ra da freuzañ evel seier-lêr nevez.

20  Komz a rin evit bezañ disammet, digeriñ a rin va muzelloù hag e respontin.

21  Ne rin van eus diavaez an dud, ha ne loavin den ebet.

22  Rak n’ouzon ket loavañ, va c’hrouer am savfe kuit prestik!

 

Pennad 33

1  Ha bremañ, Job, selaou va c’homzoù, ro da skouarn da’m holl c’herioù.

2  Setu e tigoran va genoù, va zeod a gomz em staoñ.

3  Va c’homzoù a zeuio eus eeunder va c’halon, va muzelloù a lavaro gant frankiz ar pezh a ouzon.

4  Spered Doue eo en deus graet ac’hanon, c’hwezh an Holl-C’halloudeg eo a ro din buhez.

5  Mar gellez, respont din, stourm ouzhin a-dal, en em zalc’h.

6  Setu ez on eveldout dirak Doue, tennet on bet eus ar fank, me ivez.

7  Va spouron ne raio ket aon dit, va dorn ne bouezo ket warnout.

8  Met lavaret ec’h eus da’m divskouarn, hag em eus klevet mouezh da gomzoù:

9  Glan on, hep disentidigezh, naet on ha n’eus drougiezh ebet ennon.

10  Doue a glask digarezioù ennon, sellout a ra ouzhin evel e enebour.

11  Lakaat a ra va zreid en hualoù, hag e spi va holl fiñvadennoù.

12  Setu e kement-se n’emañ ket ar gwir ganit, a respontin dit, rak brasoc’h eo Doue eget an den.

13  Perak e taelez gantañ? Ne rent ket kont eus ar pezh a ra.

14  Doue a gomz ur wech, ha div wech, met ne daoler ket evezh,

15  dre huñvre, dre weledigezh noz, pa gouezh ur c’housk war an dud, e-pad ma kouskont war o gwele.

16  Neuze e tigor skouarn an den, hag e laka ur siell war e c’hourc’hemennoù,

17  evit distreiñ an den diouzh e oberoù fall, evit pellaat dioutañ al lorc’h,

18  evit diwall e ene diouzh ar poull, hag e vuhez diouzh ar c’hleze.

19  An den a zo kastizet ivez gant poanioù war e wele, pa vez hejet e eskern.

20  Neuze e vuhez a heug ouzh ar bara, hag e ene ouzh ar gwellañ meuzioù.

21  En em wastañ a ra e gig hag ez a diwar wel, e eskern na weler ket a zo lakaet en noazh.

22  E ene a dosta ouzh ar poull, hag e vuhez ouzh treuzoù ar marv.

23  Mar ez eus evitañ un ael hanterour, unan a-douez mil, evit reiñ da anavezout d’an den-se ar pezh a zo ret ober,

24  neuze Doue en deus truez outañ hag a lavar: Daspren anezhañ, ma ne ziskenno ket er poull, kavet em eus un dic’haou.

25  E gig a zeuio freskoc’h eget en e vugaleaj, hag e tistroio da zeizioù e yaouankiz.

26  Pediñ a raio Doue hag e vo selaouet, gwelout a raio gant levenez e zremm, eñ a rento d’an den-se e reizhder.

27  Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec’het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n’eo ket bet va foan gevatal,

28  Doue en deus dasprenet va ene evit na gouezfe ket er poull, ha va buhez a wel c’hoazh ar sklêrijenn.

29  Setu ar pezh a ra Doue div pe teir gwech e-keñver un den,

30  evit tennañ e ene eus ar poull, hag evit e sklaeriañ gant sklêrijenn ar re vev.

31  Bez evezhiek, Job, selaou ouzhin, tav hag e komzin.

32  Mar ec’h eus un dra da lavarout, respont din, komz, dre ma fell din da reishaat.

33  Anez, selaou ouzhin, tav, hag e kelennin dit ar furnez.

 

Pennad 34

1  Elihu a gendalc’has o lavarout:

2  Selaouit va c’homzoù, c’hwi furien! Roit ho skouarn din, c’hwi hag hoc’h eus anaoudegezh!

3  Rak ar skouarn a varn ar c’homzoù, hag ar staoñ a dañva ar boued.

4  Dibabomp a-gevret ar pezh a zo reizh, gwelomp etrezomp ar pezh a zo mat.

5  Job en deus lavaret: Me a zo reizh, ha Doue en deus lamet va gwir diganin.

6  En desped da’m gwir e tremenan evit gaouiat, va gouli a zo poanius hep ma em eus pec’het.

7  Daoust hag ez eus un den evel Job, oc’h evañ ar goapaerezh evel dour,

8  o kerzhout a-unvan gant ar vicherourien a zireizhder, hag o vont gant an dud fallakr?

9  Lavaret en deus: Ne servij da netra evit an den bezañ o plijout da Zoue.

10  Setu perak, c’hwi hag hoc’h eus skiant, selaouit ouzhin: Pell diouzh Doue an drougiezh! Pell diouzh an Holl-C’halloudeg an direizhder!

11  Reiñ a ra d’an den hervez e oberoù, hag e ra da bep hini kaout hervez e hent.

12  A-dra-sur Doue ne ra ket a zrougiezh, an Holl-C’halloudeg ne ziskar ket ar gwir.

13  Piv en deus roet dezhañ evezherezh an douar? Piv en deus fiziet ennañ ar bed?

14  Ma ne daolfe evezh nemet warnañ e-unan, ma tennfe e Spered hag e c’hwezh,

15  pep kig a varvfe a-gevret, hag an den a zistrofe d’ar poultr.

16  Ma ec’h eus eta poell, selaou kement-se, ro da skouarn da vouezh va c’homzoù.

17  Ha ren a raio an hini a gasa ar reizhder? Hag e kondaoni an hini a zo gwirion er reizhder?

18  Piv a lavar d’ar rouaned: Drouk! ha d’ar briñsed: Fall!

19  Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n’anavez ket ar pinvidig muioc’h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.

20  En un taol e varvont; e-kreiz an noz ur bobl a zo brañsellet hag a dremen; an den galloudek a zo lamet hep bezañ taolet gant un dorn.

21  Rak daoulagad Doue a zo war hentoù pep den, hag e sell ouzh e holl gammedoù.

22  N’eus na teñvalijenn na skeud ar marv e-lec’h ma c’hellfe en em guzhat ar vicherourien a zireizhder.

23  Ne sell ket re bell ouzh un den evit mont e barnedigezh gantañ.

24  Bruzunañ a ra ar c’halloudeien hep enklask, hag e laka reoù all en o lec’h,

25  dre ma’c’h anaveze o oberoù. O diskar a ra da noz, hag ez int bruzunet.

26  O skourjezañ a ra evel tud fall war-wel d’an holl,

27  dre ma’z int en em zistroet dioutañ, ha n’o deus prederiet hini ebet eus e holl hentoù,

28  en doare m’o deus graet da c’harm ar paour sevel betek ennañ, hag en deus klevet garm ar re c’hlac’haret.

29  Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,

30  evit na reno ket an den dizoue, ha na vo ket ur pech d’ar bobl.

31  Daoust hag en deus lavaret da Zoue: Poan am eus bet, ne bec’hin ken,

32  diskouez din ar pezh na welan ket, mar em eus graet traoù direizh, ne rin ken?

33  Ha bez’ e vefe eta hervez da soñjoù e tle bezañ kastizet an droug? Diskouezet ec’h eus displijadur. Dit eo da lavarout, n’eo ket din-me. Lavar ar pezh a ouzout.

34  An dud poellek a lavaro ganin, kenkoulz ha pep den fur en devo va selaouet:

35  Job ne gomz ket gant anaoudegezh, e gomzoù a zo dibourvez a skiant.

36  Ra vo amprouet Job betek an diwezh, p’en deus respontet evel ar re fallakr.

37  Lakaat a ra an disentidigezh en tu-hont d’e bec’hed, hag e stlak e zaouarn en hon touez, hag e komz muioc’h-muiañ a-enep Doue.

 

Pennad 35

1  Elihu a gendalc’has o lavarout:

2  Hag ec’h eus soñjet emañ ar gwir ganit p’ec’h eus lavaret: Me a zo reizh dirak Doue,

3  ha p’ec’h eus lavaret: Petra a zeufe din, petra a c’hounezfen o chom hep pec’hiñ?

4  Respont a rin dit em c’homzoù, ha da’z mignoned war-un-dro.

5  Sell ouzh an neñvoù hag arvest, evesha ouzh ar c’houmoul, uheloc’h int egedout.

6  Mar pec’hez, petra a rez a-enep Doue? Pa liesa da bec’hedoù, petra a rez dezhañ?

7  Mard out reizh, petra a roez dezhañ? Petra a zegemer eus da zorn?

8  Da un den eveldout eo e c’hell da fallagriezh noazout, da vab an den eo e c’hell bezañ da reizhder talvoudus.

9  Krial a reer dindan pouez ar mac’homerezh, krial a reer dindan brec’h ar re vras,

10  ha den ne lavar: Pelec’h emañ Doue, va c’hrouer, a ro da ganañ en noz,

11  a gelenn ac’hanomp gwelloc’h eget loened an douar, hol laka da vezañ furoc’h eget laboused an neñvoù?

12  Krial a reont ha n’int ket selaouet, en abeg da lorc’h ar re zrouk.

13  Doue ne selaou ket an hini n’eo nemet gaou, an Holl-C’halloudeg ne ra ket van outañ.

14  Petra bennak ma lavarez na welez ket anezhañ, ar varn a zo dirazañ: gortoz anezhañ!

15  Ha bremañ, dre na gastiz ket e gounnar, ha dre na zalc’h ket kont eus ar follentez,

16  en aner en deus Job digoret e c’henoù, ha berniet en deus lavarioù war lavarioù hep skiant.

 

Pennad 36

1  Elihu a gendalc’has o lavarout:

2  Gortoz ur pennad hag e kelennin ac’hanout, rak gerioù am eus c’hoazh evit kaoz Doue.

3  Tennañ a rin a-bell va gouiziegezh, hag e tifennin reizhder va c’hrouer.

4  A-dra-sur va lavarioù n’int ket gevier, an den a gomz dit en deus un anaoudegezh peurvat.

5  Doue a zo galloudek, met ne zispriz den ebet, galloudek eo dre nerzh e galon.

6  Ne lez ket bevañ an den fallakr, hag e ro e wir d’an ezhommeg.

7  Ne lam ket e zaoulagad diwar ar re reizh, o lakaat a ra gant ar rouaned war an tron, ober a ra dezho azezañ da viken, hag ez int uhelaet.

8  Mard int ereet gant chadennoù, mard int endalc’het gant ar glac’har,

9  e ro da anavezout dezho ar pezh o deus graet, o fec’hedoù hag o lorc’h.

10  Neuze e tigor o divskouarn d’ar gentel, hag e lavar dezho distreiñ diouzh an droug.

11  Mar selaouont ha mar servijont anezhañ, ec’h echuint o deizioù en eurvad, hag o bloavezhioù el levenez.

12  Ma ne selaouont ket, e vint lazhet gant barvenn ar c’hleze, hag e varvint hep anaoudegezh.

13  Ar re zizoue en o c’halon en em laka da gounnariñ, ne griont ket dezhañ pa ere anezho.

14  O ene a varvo en e yaouankiz, o buhez a echuo evel hini ar c’hastaouerien.

15  Saveteiñ a ra an ezhommeg eus e c’hlac’har, hag e kelenn anezhañ dre e boan.

16  Da lamet en defe er-maez eus genoù an anken, er frankiz, pell eus pep enkrez, da daol a vefe bet kempennet, goloet a zruzoni,

17  met ec’h eus kaset warnout barnioù an den drouk; ar varn hag ar gwir a drec’ho.

18  Laka evezh na raio ket ar gounnar dit droukpediñ, neuze un dic’haou bras ne c’hello ket da zieubiñ.

19  Hag e rafe van eus da binvidigezhioù? Nag eus an aour, nag eus da c’halloud bras.

20  Na c’hoanta ket an noz, pa vez tapet ar pobloù en o lec’h.

21  Diwall da zistreiñ d’an direizhder, rak gwelloc’h eo ganit ar glac’har egetañ.

22  Setu Doue a zo uhelaet dre e c’halloud, piv a c’hellfe kelenn eveltañ?

23  Piv a ziskouez dezhañ e hent? Piv a c’hell lavarout dezhañ: Graet ec’h eus un direizhder?

24  Az pez soñj da veuliñ e oberennoù, a zo bet kanet gant an dud;

25  pep den a arvest outo, pep den o gwell a-bell.

26  Setu, Doue a zo uhelaet, ha n’anavezomp ket anezhañ, niver e vloavezhioù… nikun ne c’hell e niveriñ.

27  Tennañ a ra an takennoù dour, hag e c’hlizhennont e glav e-kreiz ar vrumenn,

28  ar c’hoabr a ra dezhañ redek ha strilhañ druz war an dud.

29  Piv a c’hell kompren displeg ar c’hoabr, ha trouz e deltenn?

30  Setu, astenn a ra en-dro dezhañ e sklêrijenn, hag e c’holo donder ar morioù.

31  Evel-se eo e varn ar pobloù, hag e ro boued e-leizh.

32  Derc’hel a ra kuzhet en e zorn ar sklêrijenn, hag e c’hourc’hemenn dezhi skeiñ.

33  E gurun a gas keloù diwar e benn, santout a ra an tropell e zonedigezh.

 

Pennad 37

1  Va c’halon a gren a gement-se, hag e lamm er-maez eus e lec’h.

2  Selaouit, selaouit trouz e vouezh hag ar soroc’herezh o tont eus e c’henoù.

3  E gas a ra dindan an holl neñvoù, e luc’hed a ya betek pennoù pellañ an douar.

4  War e lerc’h e kroz ur vouezh, kuruniñ a ra gant e vouezh veurdezus, n’espern ket e luc’hed pa strak e vouezh.

5  Doue a gurun gant e vouezh en un doare burzhudus, ober a ra traoù bras na gomprenomp ket.

6  Lavarout a ra d’an erc’h: Kouezh war an douar, hag ivez d’ar barrad-glav, zoken d’ar pilad-dour.

7  Lakaat a ra ur siell war zorn an holl dud, en doare ma ouezo an holl dud ez int e grouadurien.

8  Al loened en em denn d’o zoulloù, hag e chomont en o lec’hioù.

9  Ar barrad-avel a zeu eus donder ar c’hreisteiz, ar yenijenn a zeu eus avel an hanternoz.

10  Gant e c’hwezh Doue a ra ar skorn, hag an dour en em astenne a zo strishaet.

11  Kargañ a ra ar c’hoabr eus glebor, hag e stlabez ar c’houmoul gant e sklaerder.

12  Ober a ra dezho treiñ a bep tu hervez e renadur, evit ma raint ar pezh a c’hourc’hemenno dezho war-c’horre an douar poblet.

13  Pe evit kastizañ, pe evit lakaat an douar frouezhus, pe evit bezañ trugarezus, o laka da zont.

14  Ro da skouarn da gement-se, Job, chom peoc’h hag evesha ouzh burzhudoù Doue.

15  Ha gouzout a rez pa en deus o fichet Doue, ha graet d’al luc’hed lugerniñ en e c’hoabr?

16  Hag anavezout a rez kempouez ar c’houmoul, burzhudoù an hini a zo peurvat en anaoudegezh?

17  Perak e teu da zilhad da vezañ tomm pa ro diskuizh d’an douar gant avel ar c’hreisteiz?

18  Hag astennet ec’h eus gantañ an neñvoù, start evel ur melezour metal teuzet?

19  Desk deomp ar pezh a lavarimp dezhañ, rak n’oufemp ket komz en abeg d’hon teñvalijenn.

20  Hag e vez lavaret dezhañ pa gomzan? Biskoazh den a felle dezhañ bezañ lonket!

21  Ha bremañ den ne c’hell sellout ouzh an heol o skediñ e-kreiz ar c’houmoul, p’en deus an avel tremenet hag o c’haset kuit,

22  pa zeu evel aour splann eus an hanternoz. Bez’ ez eus e Doue ur veurded spontus!

23  An Holl-C’halloudeg, ne c’hellomp ket e dapout; uhelaet eo e galloud, e barnedigezh, e reizhder, ha ne wask den.

24  Setu perak an dud a zouj anezhañ. Ne sell ket ouzh ar re a zo fur a galon.

 

Pennad 38

Respont an AOTROU da Job

1  Hag an AOTROU a respontas da Job eus kreiz ar gorventenn o lavarout:

2  Piv eo an hini a deñvala an ali dre gomzoù diskiant?

3  Gouriz da lounezhi bremañ evel un den kalonek, rak da c’houlennata a rin hag am c’helenni.

4  Pelec’h e oas pa daolen diazezoù an douar? Lavar eta, ma ec’h eus poell.

5  Piv en deus reizhet e vuzulioù dezhañ, mar henn anavez? Piv en deus astennet ar gordenn warnañ?

6  War betra eo sanket e sichennoù? Piv en deus lakaet e vaen-korn,

7  pa gane a-unvan stered ar mintin hag e laoske kriadennoù a levenez holl vibien Doue?

8  Piv en deus endalc’het ar mor gant dorojoù, p’en deus strinket er-maez eus ar mammog,

9  pa em eus lakaet dezhañ ar goabrenn evit gwiskamant hag an deñvalijenn evit mailhuroù,

10  pa em eus urzhiet va reolenn warnañ ha lakaet morailhoù ha dorojoù dezhañ,

11  ha pa em eus lavaret dezhañ: Betek amañ e teui ha ned i ket pelloc’h, amañ e paouezo lorc’h da goummoù?

12  Abaoe ma’z out er bed, ha gourc’hemennet ec’h eus d’ar mintin ha merket da c’houloù-deiz e lec’h,

13  evit ma krogo e pennoù pellañ an douar ha ma vo ar re fallakr kaset kuit,

14  evit ma kemmo doare an douar evel pri dindan ar siell, evit ma savo pep tra evel evit gwiskañ un dilhad,

15  evit ma vo lamet diganto sklêrijenn ar re zrouk ha ma vo torret ar vrec’h a sav?

16  Hag aet out betek mammennoù ar mor, ha kerzhet ec’h eus war foñs an donder?

17  Ha dizoloet eo bet dit dorojoù ar marv? Ha gwelet ec’h eus dorojoù skeud ar marv?

18  Ha komprenet ec’h eus ledennad an douar? Mar anavezez kement-se, disklêr!

19  Pelec’h emañ hent chomlec’h ar gouloù? Pelec’h emañ chomlec’h an deñvalijenn,

20  ma’z i da dapout anezhi d’he harzoù ha ma’c’h anavezi hent he zi.

21  Gouzout a rez kement-se, rak ganet e voes neuze, ha niver da zeizioù a zo bras!

22  Hag aet out betek teñzorioù an erc’h? Ha gwelet ec’h eus teñzorioù ar grizilh,

23  a zalc’han evit amzer an enkrez, evit deiz ar brezel hag an emgann?

24  Dre betore hent en em lodenn ar sklêrijenn, hag en em skuilh avel ar sav-heol war an douar?

25  Piv en deus digoret un dreuzenn d’an dour-beuz, hag un hent da luc’hed ar c’hurun,

26  evit lakaat da c’hlaviañ war un douar hep tud, war ur gouelec’h n’eus den ebet ennañ,

27  evit dourañ lec’hioù digenvez ha glac’haret, hag ober diwanañ ha lakaat ar geot da zont er-maez?

28  Hag en deus ar glav un tad? Piv a c’han an takennoù glizh?

29  Eus peseurt kof eo deuet ar skorn? Piv a c’han rev an neñv,

30  evit m’en em stlabez an doureier troet e mein, ha ma kaleta gorre an donder?

31  Hag e c’hellez skoulmañ ereoù ar Yarad-poñsined, pe distagañ chadennoù an Orion?

32  Hag e c’hellez kas er-maez ar steredegoù en o amzer, ha ren ar C’harr-kamm gant e re vihan?

33  Hag ec’h anavezez reolennoù an neñvoù, hag ec’h urzhiez o renadur war an douar?

34  Ha sevel a rez da vouezh etrezek ar c’houmoul evit gervel doureier bras da’z koleiñ?

35  Hag e kasez luc’hed? Hag ez eont o lavarout dit: Setu-ni amañ?

36  Piv en deus lakaet ar furnez er c’hreizon, hag ar poell er galon?

37  Piv a c’hell niveriñ ar c’houmoul gant furnez, piv a c’houllonder seier-lêr an neñvoù,

38  pa’z eo mesket ar poultr evit dont fank, pa’z eo berniet ar moudennoù?

39  Hag e hemolc’hez evit al leon e breizh, hag e torrez naon al leonedigoù

40  pa’z int gourvezet en o zoulloù, pa chomont war-c’hed en o lec’hioù.

41  Piv a fich d’ar vran he boued pa gri e re vihan etrezek Doue ha pa nijont amañ hag ahont hep netra da zebriñ?

 

Pennad 39

1  Ha gouzout a rez ar c’houlz ma c’han ar givri-menez? Hag ec’h eus arsellet pegoulz e kolen an heizezed?

2  Ha niveret ec’h eus ar mizoù ma tougont? Ha gouzout a rez ar c’houlz ma c’hanont?

3  Plegañ a reont hag e c’hanont, hag ez int dieubet eus o gwentloù,

4  o re vihan a greñva, kreskiñ a reont er parkeier, mont a reont kuit ha ne zistroont ket d’o c’havout.

5  Piv en deus laosket an azen gouez en e frankiz? Piv en deus diereet liammoù an azen gouez?

6  Roet em eus dezhañ ar gouelec’h da chomlec’h, an douar sall da di.

7  C’hoarzhin a ra eus trouz kêr, ne glev ket huadoù ar blenier.

8  Redek a ra war ar menezioù, amañ eo e beurvan, klask a ra glazadurioù a bep seurt.

9  Hag e fell d’ar bual da servijout? Hag e tremen an noz ez kraou?

10  Ha stagañ a rez ar bual gant ur gordenn evit arat? Hag e freuz moudennoù an traoniennoù evidout?

11  Ha fiziout a rez ennañ dre ma’z eo bras e nerzh? Hag e lezez dezhañ preder da labour?

12  Ha fiziout a rez ennañ evit dastum da c’hreun, hag o berniañ war da leur?

13  Askell ar struskañval a fiñv laouen, met n’eo ket heñvel ouzh askell ar c’hwibon.

14  Lezel a ra e vioù war an douar, evit bezañ tommet gant ar poultr,

15  hag ec’h ankounac’ha e c’hell un troad o mac’hañ, pe ul loen eus ar parkeier o moustrañ.

16  Kalet eo e-keñver e re vihan evel pa ne vijent ket e re: e labour a zo didalvez, met van ebet ne ra a gement-se,

17  rak Doue n’en deus ket roet ar furnez dezhañ, na kennebeut ar poell.

18  Pa sav ha pa sko gant e eskell, e ra goap eus ar marc’h hag eus e varc’heger.

19  Ha roet ec’h eus d’ar marc’h e nerzh? Ha goloet ec’h eus e c’houzoug a voue?

20  Hag e c’hellez ober dezhañ lammat evel ar c’hilhog-raden? E c’hwirinadenn a zo spontus.

21  Toullañ a ra an douar hag e laouena eus e nerzh. Mont a ra a-raok ar vrezelourien.

22  C’hoarzhin a ra eus an aon, n’eo ket spontet, ne gil ket dirak ar c’hleze.

23  Warnañ e tregern ar c’hlaouier-biroù, hag e lugern ar goaf hag ar speg.

24  Lonkañ a ra an douar gant birvidigezh ha taerder, ne zalc’h ket pa son ar shofar.

25  Pa glev ar shofar, e lavar: War-raok! A-bell e c’hwesha an emgann, mouezh kreñv ar pennoù hag ar c’harmadeg.

26  Hag eo dre da boell e nij ar sparfell hag e tispleg he divaskell war-zu ar c’hreisteiz?

27  Ha gant da urzh eo e sav an erer hag e laka e neizh war an uhelderioù?

28  Emañ o chom war ar reier hag en em zalc’h eno, war dant ur roc’h emañ e greñvlec’h.

29  Ac’hane e c’hed e breizh, er pellder e sell e zaoulagad.

30  E re vihan a ev gwad, hag e-lec’h ma vez korfoù-marv, eno emañ an erer.

 

Pennad 40

1  An AOTROU a gendalc’has da respont da Job o lavarout:

2  Ar rendaeler, daoust hag e vreutaio gant an Holl-C’halloudeg? An hini a dabut gant Doue, daoust hag e responto da gement-se?

Respont Job d’an AOTROU

3  Job a respontas d’an AOTROU o lavarout:

4  Setu, displed on, petra a respontin dit? Lakaat a rin va dorn war va genoù.

5  Komzet em eus ur wech, ha ne respontin ken. Komzet em eus div wech, ha ne lavarin netra ouzhpenn.

Respont an AOTROU da Job

6  Hag an AOTROU a respontas da Job eus kreiz ar gorventenn o lavarout:

7  Gouriz da lounezhi bremañ evel un den kalonek, rak da c’houlennata a rin hag am c’helenni.

8  Hag e kasi da netra va barnedigezh? Hag e kondaoni ac’hanon evit ma vi reishaet?

9  Hag ec’h eus ur vrec’h evel hini Doue? Ha kuruniñ a rez gant da vouezh eveltañ?

10  Ha bremañ, en em fich gant kaerder ha braster, gwisk meurdez ha splannder,

11  skuilh koummoù da gounnar, izela gant da sell an holl re lorc’hus,

12  taol d’an traoñ gant da sell an holl re lorc’hus, bruzun an holl re fallakr war al leurenn,

13  skoach anezho holl a-gevret er poultr, dastum o dremm en deñvalijenn!

14  Neuze me ivez az meulo, rak e vi bet dieubet gant da zorn dehou.

15  Sell ouzh ar Behemod, am eus graet koulz ha te, debriñ a ra geot evel an ejen.

16  Sell, emañ e nerzh en e lounezhi, hag e greñvder e kigennoù e gof.

17  Sevel a ra e lost evel ur sedrezenn, nervennoù e zivorzhed a zo kenweet.

18  E eskern a zo korzennoù arem, e izili a zo barennoù houarn.

19  Pennoberenn hentoù Doue eo, e grouer en deus roet e gleze dezhañ.

20  Ar menezioù a zoug evitañ o geot, e-lec’h m’emañ o c’hoari holl loened ar parkeier.

21  Gourvezet eo dindan al lotuz, kuzhet gant ar c’horz hag ar c’heun.

22  Al lotuz e c’holo gant o skeud, haleg ar froud a zo en-dro dezhañ.

23  Pa zic’hlann ar stêr ned a ket kuit, n’en defe ket nec’h pa savfe ar Jordan betek e c’henoù.

24  Hag e vo kemeret dre e zaoulagad? Hag e vo toullet e zivfron gant ur stign?

 

Pennad 41

1  Hag e tenni al leviatan gant un higenn? Hag e krogi en e deod gant ur gordenn?

2  Hag e lakai ur vroenenn en e zivfron? Hag e toulli e javed gant ur c’hrog?

3  Hag e kaso dit kalz a aspedennoù? Hag e lavaro dit komzoù dous?

4  Hag e raio un emglev ganit? Hag e kemeri anezhañ evel servijer da viken?

5  Hag e c’hoarii gantañ evel gant ul labous? Hag e stagi anezhañ evit da verc’hed?

6  Hag e chervado da genseurted gant e gig? Hag e rannint anezhañ etre marc’hadourien?

7  Hag e toulli e groc’hen gant biroù, hag e benn gant un treant?

8  Laka warnañ da zorn, soñj en emgann, ha ne zistroi ket.

9  Setu, pep esperañs d’e dapout a vefe touellet. Ha n’omp ket taolet d’an douar o welout anezhañ?

10  N’eus den kalonek a-walc’h evit e zihuniñ. Piv neuze en em zalc’hfe en e sav dirazon?

11  Piv en deus roet din en a-raok, ma roan dezhañ en-dro? Kement a zo dindan an neñvoù a zo din.

12  Ne davin ket diwar-benn e izili, diwar-benn e nerzh bras, diwar-benn kaerder e framm.

13  Piv a c’hell dizoleiñ gorre e c’holoenn? Piv a c’hell mont etre e ziv javed?

14  Piv a c’hell digeriñ dorojoù e c’henoù? Ar spont en em zalc’h en-dro d’e zent.

15  E skoedoù galloudus a zo e lorc’h, kloz int ha siellet mat,

16  stekiñ a reont unan ouzh egile, an avel ne dremen ket etrezo,

17  stag int an eil ouzh egile, en em zerc’hel a reont, ne c’hellont ket bezañ dispartiet.

18  E streviadennoù a daol ur sked a sklêrijenn, e zaoulagad a zo evel malvennoù ar gouloù-deiz.

19  Flammennoù a zeu eus e c’henoù, fulennoù a dec’h dioutañ.

20  Eus e zivfron e teu ur vogedenn, evel eus ul lestr o verviñ pe eus ur gaoter.

21  E anal a enaou glaouennoù, ur flamm a zeu er-maez eus e c’henoù.

22  En e c’houzoug emañ an nerzh, ar spont a gerzh a-raok dezhañ.

23  Plegoù e gig a zo stag an eil ouzh egile, frammet start warnañ ha divrall.

24  E galon a zo kalet evel ur maen, kalet evel ar maen-milin a-zindan.

25  Pa sav, e kren ar re greñvañ, dinerzhañ a reont gant ar spouron.

26  Pa dostaer outañ, ar c’hleze ne servij da netra, nag ar goaf, nag ar speg, nag an hobregon.

27  Sellout a ra ouzh an houarn evel ouzh ar plouz, hag ouzh an arem evel ouzh koad brein.

28  Ar bir ne laka ket anezhañ da dec’hout, mein ar vatalm a zo evel plouz evitañ,

29  horzh a zo evel ur c’heotenn, c’hoarzhin a ra gant trouz ar c’hlezeier.

30  E gof en deus darbodoù lemm, pa c’hourvez ec’h astenn evel ogedoù war al lec’hid.

31  Lakaat a ra an donder da verviñ evel ur gaoter, hag e ra d’ar mor bezañ evel lestr ur porfumer.

32  Lezel a ra war e lerc’h un hent skedus, en doare ma vefe kemeret an donder evel blev gwenn.

33  N’eus ket e bar war an douar, graet eo bet evit n’en defe aon rak netra.

34  Gwelout a ra dindanañ kement en em sav. Roue eo war holl loened lorc’hus.

 

Pennad 42

Respont Job d’an AOTROU

1  Job a respontas d’an AOTROU o lavarout:

2  Gouzout a ran e c’hellez pep tra, ha ne c’hell den da herzel d’ober hervez da vennozh.

3  Piv eo an hini a deñvala ar c’huzul hep anaoudegezh? Evel-se em eus komzet diwar-benn traoù na gomprenen ket, traoù re vurzhudus evidon ha n’anavezen ket.

4  Selaou, me az ped, hag e komzin; da c’houlennata a rin hag am c’helenni.

5  Va skouarn he doa klevet komz diwarnout, met bremañ va lagad en deus da welet.

6  Setu perak em eus euzh ouzhin, hag em eus keuz war ar poultr hag al ludu.

Job adsavet

7  Ha goude m’en doe lavaret an AOTROU ar c’homzoù-se da Job, e lavaras an AOTROU da Elifaz eus Teman: Va fulor a zo entanet a-enep dit hag a-enep da zaou vignon, rak n’hoc’h eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.

8  Ha bremañ kemerit ganeoc’h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc’h hoc’h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc’h. Rak ne rin van nemet outañ, evit na rin ket deoc’h hervez ho follentez, rak n’hoc’h eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.

9  Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama a yeas hag a reas hervez m’en doa lavaret an AOTROU dezho. Hag an AOTROU a reas van ouzh dremm Job.

10  Hag an AOTROU a dennas Job er-maez eus e brizonerezh p’en doe pedet evit e vignoned. An AOTROU a greskas kement en doa bet Job d’an daougement.

11  E holl vreudeur, e holl c’hoarezed, an holl re a anaveze anezhañ gwechall a zeuas hag a zebras gantañ bara en e di. Hag e truezjont outañ hag en frealzjont diwar-benn an holl droug en doa lakaet an AOTROU da zont warnañ. Hag e rojont dezhañ pep hini ur pezh arc’hant ha pep hini ur walenn aour.

12  An AOTROU a vennigas amzer diwezhañ Job muioc’h eget e amzer gentañ. Hag e perc’hennas pevarzek mil dañvad, c’hwec’h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.

13  Hag en doe seizh mab ha teir merc’h.

14  Hag ec’h anvas an hini gentañ Jemima, an eilvet Kezia, an deirvet Keren-Happuk.

15  Ne voe ket dre ar vro a-bezh maouezed kaeroc’h eget merc’hed Job. O zad a roas dezho un hêrezh e-touez o breudeur.

16  Job a vevas goude an traoù-se kant daou-ugent vloaz, hag e welas e vibien ha mibien e vibien betek ar pevare rummad.

17  Ha Job a varvas oadet ha gwalc’het a zeizioù.

 

Publicités