19 Salmoù

LEVR AR SALMOÙ

 

Levr Kentañ: Salmoù 1-41

 

Salm 1

1  Eürus an den na gerzh ket hervez ali ar re zrouk, ha n’en em zalc’h ket en hent ar bec’herien, ha n’azez ket war skaon ar c’hoapaerien,

2  met a gav e blijadur e lezenn an AOTROU, hag a breder e lezenn deiz ha noz.

3  Bez’ e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c’hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat.

4  Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met bez’ e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.

5  Setu perak ar re zrouk ne badint ket pa vo ar varn, nag ar bec’herien e bodadeg ar re reizh,

6  rak an AOTROU a anavez hent ar re reizh, met hent ar re zrouk a yelo da goll.

 

Salm 2

1  Perak emañ ar grozmol-se e-touez ar broadoù, ha perak o deus ar pobloù divizet traoù ven?

2  Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.

3  Torromp o ereoù, taolomp pell diouzhimp o chadennoù!

4  An hini a zo azezet en neñvoù a c’hoarzho, an AOTROU a raio goap anezho.

5  Neuze e komzo outo en e gounnar, hag e spourono anezho en e fulor:

6  Me am eus santelaet va roue war Sion, va menez santel.

7  Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c’hanet.

8  Goulenn diganin hag e roin dit ar broadoù da hêrezh, pennoù an douar da zalc’h.

9  O freuzañ a ri gant ur walenn houarn, o bruzunañ a ri evel lestr ur poder.

10  Bremañ eta, rouaned, bezit fur! Degemerit kelennadurezh, barnerien an douar!

11  Servijit an AOTROU gant doujañs, laouenait gant krenadenn.

12  Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec’h en hoc’h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!

 

Salm 3

1  Salm David, pa dec’he dirak Absalom e vab.

2  AOTROU, pegen niverus eo va enebourien! Pegement a dud en em sav em enep!

3  Pegement a lavar diwar va ene: Silvidigezh ebet evitañ e-kichen Doue! ~Ehan~

4  Met te, AOTROU, te eo va skoed, va gloar, an hini a laka ac’hanon da sevel va fenn.

5  Krial a ran gant va mouezh d’an AOTROU, hag e respont din eus e venez santel. ~Ehan~

6  Gourvez a ran, kousket a ran ha dihuniñ a ran, rak an AOTROU a zo va harp.

7  Ne’m eus ket aon dirak ar milieroù tud  a zo oc’h en em renkañ a bep tu a-enep din.

8  Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet ec’h eus war o jod va holl enebourien, torret ec’h eus dent ar re zrouk.

9  Ar silvidigezh a zeu eus an AOTROU, da vennozh a zo war da bobl! ~Ehan~

 

Salm 4

1  D’ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; salm David.

2  Pa grian, respont din, o Doue eus va reizhder! Pa oan en enk, ec’h eus va lakaet er frankiz. Az pez truez ouzhin, selaou va fedenn!

3  Mibien an dud, betek pegoulz e vo lakaet va gloar en dismegañs? Betek pegoulz e karot ar fouge, hag e klaskot ar gaou? ~Ehan~

4  Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur c’haret-mat. An AOTROU a glev ac’hanon pa grian dezhañ.

5  Krenit ha na bec’hit ken; komzit en ho kalonoù war ho kwele ha chomit sioul. ~Ehan~

6  Profit aberzhoù a reizhder, ha fiziit en AOTROU.

7  Kalz a lavar: Piv hon lakaio da welout ar mad? Laka da sevel warnomp sklêrijenn da zremm, o AOTROU!

8  Lakaet ec’h eus em c’halon muioc’h a levenez eget n’o deus pa vez fonnus o gwinizh hag o gwin.

9  Gourvez a rin, kousket a rin ivez e peoc’h, rak te da-unan, AOTROU, te a laka ac’hanon da ziskuizhañ e surentez.

 

Salm 5

1  D’ar mestr-kaner; gant ar fleütoù; salm David.

2  Ro da skouarn da’m gerioù, o AOTROU, selaou va c’hlemmvan!

3  Va Roue ha va Doue, bez evezhius ouzh mouezh va garm, rak te eo a bedan!

4  AOTROU, adalek ar beure e klevez va mouezh, adalek ar beure e troan war-zu ennout hag e sellan.

5  Rak n’out ket un Doue a gav plijadur en droug; an den fall ne vo ket o chom ganit.

6  An dud lorc’hus ne zalc’hont ket dirak da zaoulagad; kasaat a rez an holl vicherourien a zireizhder.

7  Lakaat a ri da vervel ar re a lavar ar gaou; an AOTROU en deus euzh ouzh an den gwadsec’hedik ha faotus.

8  Met evidon-me, dre largentez da drugarez ez in ez ti, hag e stouin e-barzh da dempl santel gant doujañs.

9  AOTROU, va ren dre da reizhder abalamour da’m enebourien, plaena da hent dirazon.

10  Rak n’eus eeunder ebet en o genoù, n’eus nemet drougiezh en o c’halon, o c’horzailhenn a zo ur bez digor, loavañ a reont gant o zeod.

11  Barn anezho, o Doue! Ra gouezhint en o c’hoantoù; diskar anezho en abeg da vraster o disentidigezh, rak en em savet int a-enep dit.

12  Met ra laouenaio an holl re en em denn war-zu ennout! Ra ganint a levenez da viken! Ra ziwalli anezho! Ra drec’ho ennout a re a gar da anv!

13  Rak te, AOTROU, a vennig an hini reizh; gronnañ a rez anezhañ gant da vadelezh evel gant ur skoed.

 

Salm 6

1  D’ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; war « Sheminid » (= benveg a eizh kordenn); salm David.

2  AOTROU, na’m gourdrouz ket ez kounnar, ha na’m c’hastiz ket ez fulor.

3  Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak me ‘zo dinerzh; va yac’ha, rak va eskern a zo o krenañ.

4  Va ene ivez a zo gwall drubuilhet, ha te, AOTROU, betek pegoulz?

5  Distro, AOTROU, dieub va ene, va savete abalamour da vadelezh.

6  Rak er marv n’eus soñj ebet ac’hanout. Piv a veulo ac’hanout e lec’h ar marv?

7  Skuizh on o c’harmiñ; bemnoz e vez glebiet va gwele, soubet eo gant va daeroù.

8  Va dremm a zo disc’hraet holl gant ar glac’har, disec’hañ a ra en abeg da’m holl enebourien.

9  Pellait diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder! Rak an AOTROU en deus klevet mouezh va daeroù.

10  An AOTROU en deus klevet va c’hlemm, an AOTROU a zegemer va fedenn.

11  Va holl enebourien a vo mezhek ha spontet, mont a raint war-dreñv, a-daol-trumm e vint mezhek.

 

Salm 7

1  Gwerz David, a ganas d’an AOTROU diwar-benn Kush ar Benjaminad.

2  AOTROU va Doue, war-zu ennout en em dennan. Va savete eus an holl re a heskin ac’hanon ha va dieub,

3  gant aon na’m diframmfent evel ul leon, ha na’m bruzunfent hep na vefe den da’m dieubiñ.

4  AOTROU va Doue, ma em eus graet-se, ma’z eus direizhder em daouarn,

5  ma em eus rentet an droug d’an hini a oa e peoc’h ganin, ma em eus diwisket an hini am gwaske hep abeg,

6  ra redo an enebour war-lerc’h va ene ha ra’m zapo, ra daolo d’an douar va buhez, ra c’hourvezo va gloar er poultr. ~Ehan~

7  Sav, AOTROU, en da gounnar! Sav a-enep fulor va enebourien, dihun, deus da’m c’havout, evit ar varnedigezh ac’h eus urzhiet.

8  Ra vo en-dro dit bodadeg ar pobloù; adpign a-us dezho war-zu al lec’hioù uhel-meurbet.

9  An AOTROU a varn ar pobloù. Va barn, AOTROU, hervez va reizhder hag hervez an eeunder a zo ennon.

10  Laka da baouez drougiezh ar re fall, ro nerzh d’an hini reizh, o Doue reizh a furch ar c’halonoù hag al lounezhi!

11  Doue a zo va skoed! Eñ eo an hini a savete ar re eeun a galon.

12  Doue a zo ur barner reizh, hag un Doue a ya droug ennañ e pep amzer.

13  Ma n’en em zistro ket an hini drouk, e lemm e gleze; stegnet en deus e wareg hag e piz ganti,

14  kempenn a ra a-enep dezhañ armoù marvus, hag e fich biroù gwrezus.

15  Setu, emañ an hini drouk o labourat evit genel an direizhder, koñsevet en deus tabut, degaset en deus nemet ar gaou,

16  toullet en deus ur poull don, hag e kouezho er poull en deus graet.

17  E zroug a zistroio war e benn, e daerder a adkouezho war e dal.

18  Meuliñ a rin an AOTROU en abeg d’e reizhder, kanañ a rin anv an AOTROU, an Uhel-Meurbet.

 

Salm 8

1  D’ar mestr-kaner; salm David; war « Gittid ».

2  AOTROU, hon Aotrou! Pegen kaer eo da anv war an douar holl! Lakaet ec’h eus da veurdez dreist an neñvoù.

3  Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec’h eus tennet da veuleudi, en abeg da’z enebourien hag evit kas d’ar sioulded an enebour hag an hini disentus.

4  Pa sellan ouzh da neñvoù, oberenn da vizied, al loar hag ar stered ac’h eus krouet:

5  Petra eo an den ma ec’h eus soñj anezhañ? Ha mab an den ma taolez evezh outañ?

6  E c’hraet ec’h eus un tamm izeloc’h eget an aeled, e gurunet ec’h eus a c’hloar hag a enor,

7  roet ec’h eus dezhañ mestroniezh war oberoù da zaouarn, lakaet ec’h eus pep tra dindan e dreid,

8  an deñved hag an ejened holl asambles, ha zoken anevaled ar parkeier,

9  laboused an neñvoù ha pesked ar mor, kement a ya dre hentoù ar morioù.

10  AOTROU, hon Aotrou! Pegen kaer eo da anv war an douar holl!

 

Salm 9

1  D’ar mestr-kaner; salm David; war « Mutlabben » (= marv ar mab).

2  Meuliñ a rin an AOTROU eus kreiz va c’halon, lavarout a rin da holl vurzhudoù,

3  tridal ha laouenaat a rin ennout, hag e kanin da anv, o Doue uhel-meurbet!

4  Peogwir o deus kilet va enebourien en a-dreñv, e kouezhint hag e varvint dirak da zremm.

5  Rak roet ec’h eus din va gwir, va c’haoz ac’h eus difennet, azezet out war da dron, te barner reizh.

6  Kastizet ec’h eus ar broadoù, distrujet ec’h eus an hini drouk, o anv ac’h eus diverket dalc’hmat ha da viken.

7  Da enebourien? Un diskar ez int deuet da vezañ! Distrujet ec’h eus o c’hêrioù, rasket eo o eñvor.

8  An AOTROU a ren da viken. Kempenn a ra e dron a-benn ar varnedigezh.

9  Barn a raio ar bed gant reizhder, barn a raio ar pobloù gant eeunder.

10  An AOTROU a zo ur repu evit an hini gwasket, ur repu en amzer an estrenvan.

11  Ar re a anavez da anv a fizio ennout, rak ne zilezez ket ar re a glask ac’hanout, o AOTROU!

12  Kanit d’an AOTROU a zo o chom e Sion, disklêriit e oberoù bras e-touez ar pobloù,

13  rak veñjiñ a ra ar gwad skuilhet, soñj en deus anezhañ, n’ankounac’ha ket kriadenn ar re c’hlac’haret.

14  Az pez truez ouzhin, o AOTROU! Gwel ar glac’har o deus graet din va enebourien, te hag a laka ac’hanon da adpignat eus dorioù ar marv,

15  evit ma embannin da holl veuleudioù ouzh dorioù merc’h Sion, ha ma laouenain ez silvidigezh.

16  Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.

17  An AOTROU a zo en em roet da anavezout, graet en deus ar varnedigezh, an hini drouk a zo en em ereet e labour e zaouarn. ~Seniñ-binvioù. Ehan~

18  Ar re zrouk a gilo betek lec’h ar marv, hag an holl vroadoù a ankounac’ha Doue.

19  Rak ar paour ne vo ket ankounac’haet evit atav, ha gortoz ar re c’hlac’haret ne vo ket kollet da viken.

20  Sav, AOTROU! Ra ne startaio ket an den, ra vo ar broadoù barnet dirak da zremm.

21  Skuilh warno ar spont, o AOTROU! Ra ouezo ar pobloù n’int nemet tud! ~Ehan~

 

Salm 10

1  Perak, o AOTROU, en em zalc’hez pell, hag e kuzhez en amzer an estrenvan?

2  An hini drouk, gant lorc’h, a red war-lerc’h ar re walleürus. Tapet int en antelloù en deus ijinet.

3  Rak an hini drouk a vrabañs gant c’hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.

4  An hini drouk a lavar gant fae: Ne vo enklask ebet! E holl soñjoù eo n’eus Doue ebet.

5  E hentoù a ya dalc’hmat da benn-vat, da varnedigezhioù a zo pell a-us d’e weled, c’hwezhañ a ra a-enep e holl enebourien.

6  Lavarout a ra en e galon: Ne vin ket brañsellet, biken n’erruo droug ganin.

7  E c’henoù a zo leun a vallozhioù, a douellerezh hag a flod. Dindan e deod, n’eus nemet drougiezh ha dismegañs.

8  En em zerc’hel a ra e ged tost d’ar c’hêriadennoù, lazhañ a ra an hini didamall el lec’hioù kuzhet, e zaoulagad a spi ar paour.

9  Chom a ra war-c’hed el lec’hioù kuzhet evel ul leon en e doull, chom a ra war-c’hed evit tapout an hini dinerzh, o tennañ anezhañ en e roued.

10  Kluchañ ha plegañ a ra, hag ar reuzeudig a gouezh en e c’halloud.

11  En e galon e lavar: Ankounac’haat a ra Doue! Kuzhat a ra e zremm, n’en gwelo biken!

12  Sav, AOTROU! O Doue, sav da zorn! N’ankounac’ha ket ar re c’hlac’haret!

13  Perak an hini drouk a zismegañs Doue, hag a lavar en e galon: Ne vo enklask ebet?

14  E welet ec’h eus koulskoude, rak sellout a rez ouzh ar glac’har hag ar boan evit derc’hel kont outo. Warnout-te eo en em harp an hini paour, te eo sikour an emzivad.

15  Torr brec’h an hini drouk, klask drougiezh an den direizh, betek na vo mui kavet.

16  An AOTROU a zo roue dalc’hmat ha da viken, ar broadoù o deus aet da get a-ziwar e zouar.

17  AOTROU, klevout a rez c’hoant ar re c’hlac’haret: starta o c’halonoù, ro ur skouarn evezhiek dezho,

18  evit reiñ e wir d’an emzivad ha d’an hini gwasket, evit na gendalc’ho ken an den da skuilhañ ar spont war an douar.

 

Salm 11

1  D’ar mestr-kaner; salm David. En em dennet on da gavout an AOTROU. Penaos eta e lavarit da’m ene: Tec’h d’ho menez evel ul labous?

2  Rak setu, ar re zrouk a stegn ar wareg, kempennet o deus ar bir war ar gordenn, evit tennañ en deñvalijenn war ar re o deus ar galon eeun.

3  P’eo diskaret an diazezoù, petra a raio an hini reizh?

4  An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU en deus e dron en neñvoù, e zaoulagad a sell, e valvennoù a furch mibien an dud.

5  An AOTROU a furch an hini reizh, met e ene a gasa an hini drouk hag an hini a gar an taerder.

6  Lakaat a ra rouedoù da gouezhañ war ar re zrouk, tan ha soufr hag an avel leskidik a vo o lod.

7  Rak an AOTROU reizh a gar ar reizhder; an dud eeun a sello ouzh e zremm.

 

Salm 12

1  D’ar mestr-kaner; salm David; war « Sheminid » (= benveg a eizh kordenn).

2  Dieub ac’hanomp, o AOTROU! Rak n’eus ken den mat ebet. Ar re leal a zo aet kuit a-douez mibien an dud.

3  Komz a reont an eil d’egile gant falsentez, komz a reont gant muzelloù loavus ha gant ur galon doubl.

4  An AOTROU a fello dezhañ lemel kuit an holl vuzelloù loavus, an teod a gomz gant lorc’h,

5  ar re a lavar: Gant hon teodoù e trec’himp, hor muzelloù a zo deomp, piv a vo hor mestr?

6  En abeg da wask ar beorien, en abeg da glemm an ezhommeien: Bremañ, eme an AOTROU, me a savo, me a lakaio e surentez an hini a zo dismegañset.

7  Gerioù an AOTROU a zo gerioù glan, un arc’hant amprouet en teuzlestr, en douar, seizh gwech teuzet.

8  Te, AOTROU, te o miro; hon diwall a ri diouzh ar ouenn-mañ da viken.

9  Pa sav tud fall e-touez mibien an dud, ar re zrouk a bourmen e pep tu.

 

Salm 13

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  Betek pegoulz, AOTROU, ec’h ankounac’hai dalc’hmat ac’hanon? Betek pegoulz e kuzhi da zremm ouzhin?

3  Petek pegoulz e rin soñjoù em ene, hag em bo glac’har em c’halon a-hed an deiz? Betek pegoulz e savo an enebour em enep?

4  AOTROU va Doue, sell, va selaou! Ro sklêrijenn da’m daoulagad, gant aon na gouskfen a gousk ar marv,

5  gant aon na lavarfe va enebour: Trec’het em eus warnañ! Ra ne laouenaio ket an drubuilherien, ma vefen brañsellet.

6  Evidon-me, lakaet em eus va fiziañs ez madelezh, va c’halon en me laouenaio ez silvidigezh, kanañ a rin d’an AOTROU rak en devo graet vad din.

 

Salm 14

1  D’ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N’eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n’eus den a rafe ar mad.

2  Eus an neñvoù, an AOTROU a sell d’an traoñ ouzh mibien an dud, evit gwelout hag-eñ e vefe unan bennak skiantek hag a glaskfe Doue.

3  An holl a zo dianket, deuet int da vezañ diroll holl asambles, n’eus den a rafe ar mad, n’eus ket unan zoken.

4  Ha kollet eo ganto o skiant, an holl vicherourien a zireizhder-se? Plaouiañ a reont war va fobl evel ma tebrjent bara. N’aspedont ket an AOTROU,

5  ha setu ma krenint a spont, rak Doue a zo e-touez ar ouenn reizh.

6  Mezh a rit d’an hini glac’haret en e c’hortoz, an AOTROU eo e repu.

7  O! Piv a roio eus Sion an dieubidigezh da Israel? Pa zegaso en-dro an AOTROU prizonidi e bobl, e vo ur joa vras gant Jakob, ha levenez gant Israel.

 

Salm 15

1  Salm David. AOTROU, piv a chomo e-barzh da dabernakl? Piv a vevo war venez da santelezh?

2  An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon,

3  an hini n’implij ket e deod da villigañ, an hini na ra ket droug d’e nesañ ha na zismegañs ket e amezeg,

4  an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c’haou,

5  an hini na brest ket e arc’hant evit tennañ gounid ha na gemer ket profoù a-enep an den didamall. An hini a ra an traoù-se ne vo biken brañsellet.

 

Salm 16

1  « Miktam » (= kanaouenn brizius-meurbet) David. Va diwall, o Doue! Rak en em dennet on da’z kavout.

2  Lavaret em eus d’an AOTROU: Te eo an AOTROU, ne’m eus mad ebet a-us dit!

3  Er sent hag en eneoù hael a zo war an douar eo e kavan va holl blijadur.

4  Idoloù a re zrouk a gresk, redek a reont war-lerc’h doueoù all. Ne rin ket o skuilherezh gwad, o anvioù ne dremeno ket dre va genoù.

5  An AOTROU eo va hêrezh ha va lodenn. Te eo an hini a starta va lodenn.

6  Va dalc’h am eus resevet e lec’hioù dudius, un hêrezh kaer a zo degouezhet din.

7  Bennigañ a ran an AOTROU, va c’huzul eo. E-pad an noz zoken, va c’halon am c’helenn em diabarzh.

8  Emañ an AOTROU dalc’hmat dirazon, pa’z emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.

9  Setu perak va c’halon a laouena, va ene a gan a levenez, ha va c’hig zoken a ziskuizho e surentez.

10  Rak ne zilezi ket va ene e lec’h ar marv, ne lezi ket da sant gwelout ar vreinadurezh.

11  Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.

 

Salm 17

1  Pedenn David. AOTROU, selaou va c’haoz reizh, bez evezhius ouzh va c’hriadenn, ro da skouarn d’ar bedenn a ran dit gant muzelloù na douell ket!

2  Ra en em ziskouezo va gwir dirak da zremm, ra welo da zaoulagad va eeunder!

3  Furchet ec’h eus va c’halon, va gweladennet ec’h eus en noz, va amprouet ec’h eus, ne gavez netra. Va c’homz n’eo ket aet en tu all da’m soñj.

4  Diwar-benn oberioù an dud, hervez komz da vuzelloù, en em ziwallet on diouzh hent an den taer.

5  Va c’hammedoù a zo start en da wenodennoù, va zreid ne vrañsellont ket.

6  Da aspediñ a ran, rak te am selaou, o Doue! Stou da skouarn war-zu ennon, selaou va ger!

7  Diskouez da vadelezhioù, o te hag a zieub gant da du dehou diouzh o enebourien ar re a ya da’z kavout!

8  Va diwall evel an ibil-lagad. Va golo dindan skeud da eskell,

9  a-enep ar re zrouk a wask ac’hanon, a-enep va enebourien varvus a zo en-dro din.

10  Serriñ a reont o c’halonoù kaledet, o genoù a gomz gant rogentez.

11  Dija emaint en-dro d’hor c’hammedoù, hor spiañ a reont evit hon teurel d’an douar.

12  Heñvel int ouzh al leon na c’houlenn nemet regiñ, ouzh al leon yaouank en em zalc’h e ged.

13  Sav, AOTROU, a-ziarbenn dezhañ, diskar anezhañ, dieub va ene diouzh an hini drouk dre da gleze!

14  Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c’hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d’o bugale-vihan.

15  Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.

 

Salm 18

1  D’ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d’an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p’en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.

2  Lavarout a reas:Karout a rin ac’hanout, o AOTROU, va nerzh!

3  AOTROU, va roc’h, va c’hreñvlec’h, va dieuber! Va Doue, va roc’h a gavan bod enni! Va skoed, an nerzh am dieub, va repu uhel!

4  Me a gri: Benniget ra vo an AOTROU! Hag on dieubet eus va enebourien.

5  Ereoù ar marv o doa va goloet, froudoù an distruj o doa va spouronet,

6  ereoù lec’h ar marv o doa va gourizet, pechoù ar marv o doa va souprenet,

7  em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da’m Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c’hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.

8  Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù ar menezioù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ.

9  Ur vogedenn a bignas eus e fronelloù, hag un tan loskus eus e c’henoù; dont a rae er-maez glaouennoù entanet.

10  Izelaet e voe an neñvoù gantañ hag e tiskennas, un deñvalijenn dindan e dreid.

11  Pignet e oa war ur cherubin hag e nije, douget e oa war eskell an avel.

12  Ober a reas eus an deñvalijenn e lec’h kuzhet, evel un deltenn en-dro dezhañ e lakaas doureier teñval ha koumoul du.

13  Eus ar splannder a oa dirazañ e teue koabrennoù, gant grizilh ha glaouennoù tan.

14  An AOTROU a gurunas eus an neñvoù, an Uhel-Meurbet a daolas e vouezh, gant grizilh ha glaouennoù tan.

15  Stlepel a reas e viroù hag e stlabezas anezho, teurel a reas luc’hed niverus hag e tisparfoeltras anezho.

16  Foñs an doureier en em ziskouezas, diazezoù ar bed a voe dizoloet, gant trouz da c’hourdrouz, o AOTROU, gant c’hwezh avel da gounnar.

17  Astenn a reas e zorn eus krec’h, hag e kemeras ac’hanon, va zennañ a reas eus an doureier bras,

18  va dieubiñ a reas eus va enebour galloudus, eus ar re a gasae ac’hanon hag a oa nerzhusoc’h egedon.

19  Souprenet o doa ac’hanon en deiz va estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell.

20  Va lakaet en deus er frankiz, va dieubet en deus, rak kavet en deus e blijadur ennon.

21  An AOTROU en deus graet din hervez va reizhder, rentet en deus din hervez purentez va daouarn,

22  rak miret em eus hentoù an AOTROU, ha n’on ket bet disleal da’m Doue.

23  Rak e holl varnedigezhioù a zo dirazon, ha ne bellaan ket diouzh e reolennoù.

24  Bet on eeun gantañ, hag on en em viret diouzh va direizhder.

25  Neuze an AOTROU en deus rentet din hervez va reizhder, hervez purentez va daouarn dirak e zaoulagad.

26  Gant an hini a zo mat ez out mat, gant an hini a zo eeun ez out eeun,

27  gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.

28  Te eo an hini a savete ar bobl c’hlac’haret, hag a izela daoulagad ar re faeüs.

29  Te eo a laka va goulaouenn da lugerniñ, an AOTROU va Doue eo a sklêrijenn va zeñvalijenn.

30  Rak ganit e kouezhan war ur strollad, gant va Doue e treuzan ur voger.

31  Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.

32  Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a zo ur roc’h, nemet hon Doue?

33  Doue eo an hini am gouriz gant nerzh, hag a laka va hent da vezañ e savete,

34  a ro da’m zreid da vezañ heñvel ouzh re an heizezed, a laka ac’hanon war va uheldirioù,

35  a zoare va daouarn d’ar brezel, ha setu ma stegn va divrec’h ur wareg arem.

36  Roet ec’h eus din skoed da silvidigezh, da du dehou am dalc’h, da vadelezh am laka da vezañ galloudus.

37  Frankaat a rez an hent dindan va zreid, va seulioù ne vrañsellont ket.

38  Redek a ran war-lerc’h va enebourien hag o zapan, ne zistroan ket hep bezañ o distrujet.

39  Skeiñ a ran anezho ha ne c’hellont ket adsevel, kouezhañ a reont dindan va zreid.

40  Rak va gourizet ec’h eus gant nerzh evit ar brezel, lakaat a rez da blegañ dindanon va enebourien.

41  Lakaat a rez va enebourien da dreiñ o c’hein dirazon, hag ar re am c’hasa a zistrujan.

42  Krial a reont, met n’eus dieuber ebet, krial a reont d’an AOTROU, met ne respont ket dezho.

43  O frikañ a ran evel poultr en avel, o stlepel a ran pell evel fank ar straedoù.

44  Va saveteiñ a rez eus daeloù ar bobl, va lakaat a rez e penn ar broadoù, ur bobl n’anavezen ket a servijo ac’hanon.

45  Kerkent ha ma klevont, e sentont ouzhin; mibien an diavaeziad a zeu da’m lubaniñ,

46  mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya er-maez eus o repu en ur grenañ.

47  An AOTROU a zo bev! Benniget ra vo va roc’h! Uhelaet ra vo Doue va silvidigezh,

48  an Doue a veñj ac’hanon, a renk ar pobloù dindanon,

49  am dieub eus va enebourien, am sav dreist va enebourien, am dieub eus an den taer.

50  Setu perak e veulin ac’hanout e-touez ar broadoù, o AOTROU, hag e kanin meuleudioù da’z anv!

51  Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d’e roue, a ra trugarez d’e Olevad, da Zavid ha d’e lignez da viken.

 

Salm 19

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  An neñvoù a zisklêri gloar Doue, hag an oabl a ro da anavezout oberenn e zaouarn.

3  An deiz a gomz d’an deiz, hag an noz a gelenn an noz.

4  N’eo ket ur ger, n’int ket komzoù na glever ket o mouezh.

5  O mouezh en em skuilh war an douar holl, o gerioù a ya betek pennoù ar bed. Eno en deus savet un deltenn evit an heol,

6  a zo evel un ozhac’h o tont er-maez eus e gambr-eured, evel ur pennden o laouenaat d’ober e redadenn.

7  Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec’h diouzh e dommder.

8  Lezenn an AOTROU a zo peurvat, adsevel a ra an ene. Testeni an AOTROU a zo sur, reiñ a ra furnez d’ar re sempl.

9  Kemennadurioù an AOTROU a zo eeun, laouenaat a reont ar galon. Gourc’hemenn an AOTROU a zo glan, sklêrijennañ a ra an daoulagad.

10  Doujañs an AOTROU a zo digemmesk, padout a ra da virviken. Barnedigezhioù an AOTROU n’int nemet gwirionez, holl int reizh a-dra-sur.

11  Muioc’h c’hoantek int eget an aour, eget aour fin e-leizh, dousoc’h int eget ar mel, eget an hini a zeu eus an terennoù.

12  Da servijer a zo sklêrijennet ganto, ur gopr bras a zo evit an hini a vir anezho.

13  Piv a anavez e bec’hedoù graet dre errol? Pardon din va fec’hedoù kuzhet.

14  Mir ivez da servijer diouzh ar pec’hedoù a lorc’h: ra ne vestrognint ket ac’hanon! Neuze e vin eeun ha didamall diouzh pec’hedoù bras.

15  Ra vo degemeret mat ganit gerioù va genoù ha prederioù va c’halon, o AOTROU, va roc’h ha va dasprener!

 

Salm 20

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  Ra responto an AOTROU dit da zeiz da estrenvan, ra lakaio anv Doue Jakob ac’hanout en ul lec’h uhel,

3  ra gaso e sikour dit eus al lec’h santel, ra harpo ac’hanout eus Sion,

4  ra en devo soñj eus da holl brofoù, ha ra gavo mat da loskaberzhoù! ~Ehan~

5  Ra roio dit c’hoant da galon, ra seveno da benn da venozioù!

6  En abeg da’z tieubidigezh e laouenaimp, hag e savimp hor bannieloù en anv hon Doue. An AOTROU a seveno da holl c’houlennoù.

7  Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet e Olevad; respont a raio dezhañ eus neñvoù e santelezh, gant skoazell c’halloudek e du dehou.

8  Ur re o deus fiziañs en o c’hirri, reoù all en o c’hezeg, met evidomp eo en anv an AOTROU hon Doue.

9  Pleget o deus hag int kouezhet, met ni a zo savet ha startaet.

10  AOTROU, savete ar roue! Selaou ac’hanomp en deiz ma aspedomp ac’hanout!

 

Salm 21

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  AOTROU, ar roue a laouena ez kalloud. Pegen bras eo al levenez a ro dezhañ da silvidigezh!

3  Roet ec’h eus dezhañ c’hoant e galon, ha ne’c’h eus ket taolet kuit pedenn e vuzelloù. ~Ehan~

4  Diaraoget ec’h eus anezhañ gant bennozhioù mat, lakaet ec’h eus war e benn ur gurunenn aour fin.

5  Goulenn a rae ouzhit ar vuhez, hag he roet ec’h eus dezhañ, ur pad hir a zeizioù, dalc’hmat ha da viken.

6  E c’hloar a zo bras a-drugarez da’z tieubidigezh, e c’holoet ec’h eus a splannder hag a veurded.

7  Ober a rez anezhañ ur vennozh da viken, e leuniañ a rez a levenez dirazout.

8  Ar roue a laka e fiziañs en AOTROU, ha dre vadelezh an Uhel-Meurbet ne vo ket brañsellet.

9  Da zorn a dapo da holl enebourien, da du dehou a dapo ar re a gasa ac’hanout.

10  O lakaat a ri evel ur forn-dan pa en em ziskouezi. An AOTROU o lonko en e gounnar, an tan o fulluc’ho.

11  Lakaat a ri da vervel o frouezh a-ziwar an douar, hag o gouenn a-douez mibien an dud.

12  Mennet o deus droug a-enep dit, ijinet o deus soñjoù fall, met ne c’hellint ket dont a-benn,

13  rak lakaat a ri anezho da dec’hout, stegnañ a ri da wareg a-enep o dremm.

14  Sav, AOTROU, en da nerzh! Ni a gano hag a veulo da c’halloud.

 

Salm 22

1  D’ar mestr-kaner; salm David; war « Ayeled-ashac’har » (= heizez gouloù-deiz).

2  Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet, o pellaat diouzh va dieubidigezh ha diouzh komzoù va garm?

3  Va Doue, d’an deiz e krian ha ne respontez ket, d’an noz ha ne’m eus ket a ziskuizh.

4  Koulskoude ez out ar Sant, o chom e-kreiz meuleudi Israel.

5  Hon tadoù o deus lakaet o fiziañs ennout, ennout o deus lakaet o fiziañs ha te ac’h eus o dieubet.

6  Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n’int ket bet mezhek.

7  Met me a zo ur preñv ha n’on ket un den, dismegañs an dud hag an disprizet eus ar bobl.

8  An holl re am gwel a ra goap ouzhin, digeriñ a reont o genoù hag hejañ a reont o fenn:

9  War an AOTROU en em harp, ra en dieubo, ra en saveteo, pa en deus lakaet e garantez ennañ!

10  Ya, te ac’h eus va zennet eus kof va mamm, te ac’h eus va lakaet da ziskuizhañ e peoc’h war he bronn.

11  Lakaet on bet e-barzh da zaouarn kerkent ha tennet eus he c’hof, adalek kof va mamm ez out bet va Doue.

12  Na bella ket diouzhin rak an estrenvan a zo tost, ha n’eus den da’m sikour!

13  Koleoù e-leizh a zo en-dro din, koleoù galloudek Basan o deus va c’helc’hiet.

14  Digeriñ a reont o genoù em enep, evel ul leon o trailhañ hag o yudal.

15  Bez’ on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c’halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac’hanon.

16  Va nerzh a zo disec’het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec’h eus e poultrenn ar marv.

17  Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a dud fall o deus va enkelc’hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid.

18  Niveriñ a ran va holl eskern. Emaint ar re-se oc’h eveshaat hag o sellout ouzhin.

19  Lodennañ a reont va dilhad etrezo, teurel a reont va zoneg d’ar sord.

20  Te eta, AOTROU, na chom ket pell diouzhin! Te, va nerzh, hast va sikour!

21  Dieub va ene eus ar c’hleze, va nemetañ eus pav ar chas!

22  Va savete eus genoù al leon, va zenn eus kerniel ar bualed!

23  Embann a rin da anv da’m breudeur, da veuliñ a rin e-kreiz ar vodadeg.

24  C’hwi hag a zouj an AOTROU, meulit eñ! Holl ouenn Jakob, roit gloar dezhañ! Holl ouenn Israel, krenit dirazañ!

25  Rak n’en deus ket disprizet na dismegañset glac’har an hini glac’haret, n’en deus ket kuzhet e zremm outañ, met e selaouet en deus pa grie dezhañ.

26  Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a rin va gouestloù dirak ar re a zouj ac’hanout.

27  Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc’h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!

28  Holl bennoù an douar o devo soñj a gement-se hag a zistroio d’an AOTROU, holl diegezhioù ar broadoù a stouo dirak da zremm.

29  Rak ar rouantelezh a zo d’an AOTROU, hag e ren war ar broadoù.

30  Holl binvidien an douar a zebro ivez hag a stouo, an holl re a ziskenn war-zu ar poultr hag an hini na c’hell ket mirout e vuhez a blego dirazañ.

31  An diskennidi a servijo anezhañ, ha komzet e vo diwar-benn an Aotrou d’ar rummad da zont.

32  Dont a raint hag e tisklêrint e reizhder d’ar bobl a c’hano, rak en devo graet an traoù-se.

 

Salm 23

1  Salm David. Va mêsaer eo an AOTROU, ne vanko netra din.

2  Va lakaat a ra da ziskuizhañ war beuriñ glas, va c’has a ra a-hed an doureier sioul.

3  Adsevel a ra va ene, va ren a ra war wenodennoù ar reizhder abalamour d’e anv.

4  Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne’m bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic’hlac’har.

5  Sevel a rez un daol dirazon, a-dal d’ar re am zrubuilh. Oleviñ a rez va fenn, va hanaf a zo leuniet.

6  Ya, madelezh ha trugarez am heulio e-pad holl zeizioù va buhez, hag e vin o chom e ti an AOTROU evit biken.

 

Salm 24

1  Salm David. D’an AOTROU eo an douar ha kement a zo ennañ, ar bed hag ar re a zo o chom ennañ.

2  Rak e ziazezet en deus dreist ar morioù, hag e startaet dreist ar stêrioù.

3  Piv a c’hello pignat da venez an AOTROU? Ha piv en em zalc’ho e lec’h e santelezh?

4  An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n’en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit touellañ.

5  Degemer a raio bennozh an AOTROU ha reizhder Doue e salver.

6  Evel-se eo gouenn ar re a glask anezhañ, ar re a glask da zremm, gouenn Jakob. ~Ehan~

7  Dorioù, uhelait ho pennoù, bezit uhelaet, dorioù peurbadus! Hag ar roue a c’hloar a yelo e-barzh!

8  Piv eo ar roue a c’hloar-se? An AOTROU, ar c’hreñv, ar galloudeg, an AOTROU galloudek en emgannoù.

9  Dorioù, uhelait ho pennoù, uhelait anezho, dorioù peurbadus! Hag ar roue a c’hloar a yelo e-barzh!

10  Piv eo ar roue a c’hloar-se? AOTROU an armeoù eo ar roue a c’hloar-se! ~Ehan~

 

Salm 25

1  Salm David. AOTROU, sevel a ran va ene etrezek ennout.

2  Va Doue, ennout e fizian, ra ne vin ket mezhek! Ra ne laouenaio ket va enebourien diwar va fenn!

3  A-dra-sur, hini eus ar re a zo en gortoz ac’hanout ne vo mezhek. Ar re-se a vo mezhek, ar re a ra gant fallentez hep abeg.

4  AOTROU, ro din da anavezout da hentoù, kelenn din da wenodennoù.

5  Gra din kerzhout en da wirionez ha va desk, rak te eo Doue va dieubidigezh, ha bemdez emaon en gortoz ac’hanout.

6  Az pez soñj eus da drugarezioù, o AOTROU, hag eus da vadelezh, rak int a zo a bep amzer.

7  Na’z pez ket soñj eus pec’hedoù va yaouankiz nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez soñj ac’hanon, abalamour da’z madelezh, o AOTROU!

8  An AOTROU a zo mat hag eeun, setu perak e kelenno an hent d’ar bec’herien.

9  Lakaat a raio ar re izel da gerzhout er wirionez, kelenn a raio e hent d’ar re izel.

10  Holl wenodennoù an AOTROU n’int nemet madelezh ha lealded evit ar re a vir e emglev hag e destenioù.

11  Abalamour da garantez da anv, o AOTROU, e pardoni din va direizhder, ha bras eo.

12  Piv eo an den a zouj an AOTROU? Kelenn a raio dezhañ an hent en deus da zibab.

13  E ene a chomo e-touez ar madoù, hag e lignez a berc’henno an douar.

14  Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.

15  Va daoulagad a sell hep ehan etrezek an AOTROU, rak lakaat a raio va zreid da zont er-maez eus ar roued.

16  Distro ouzhin ha kemer truez ouzhin, rak va-unan ez on ha glac’haret.

17  Enkrezioù va c’halon a zo kresket; va dieub eus va estrenvan.

18  Gwel va glac’har ha va labour, ha pardon din va holl bec’hedoù.

19  Gwel va enebourien rak niverus int; kasaat a reont ac’hanon eus ur gasoni garv.

20  Diwall va ene ha va dieub, ma ne vin ket mezhek, rak en em dennet on da’z kavout!

21  Ra viro an onestiz hag ar reizhder ac’hanon, rak emaon en gortoz ac’hanout!

22  O Doue! Daspren Israel eus e holl c’hlac’haroù.

 

Salm 26

1  Salm David. Ro va gwir din, o AOTROU, rak kerzhout a ran er wirionez, va fiziañs a lakaan en AOTROU, ne vrañsellan ket.

2  AOTROU, va furch ha va amprou, evesha ouzh va lounezhi ha va c’halon!

3  Da vadelezh a zo dirak va daoulagad, hag e kerzhan en da wirionez.

4  Ne azezan ket gant an dud faos, ned -an ket gant an dud gaouiat.

5  Kasaat a ran bodadeg an dud fall, ne azezan ket gant ar re zrouk.

6  Gwalc’hiñ a ran va daouarn en dinammded, hag e ran an dro da’z aoter, o AOTROU,

7  evit trugarekaat ac’hanout a vouezh uhel, hag evit disklêriañ da holl vurzhudoù.

8  AOTROU, me a gar chom ez ti, e-lec’h m’emañ da c’hloar o chom.

9  Na zilam ket va ene gant ar bec’herien, na va buhez gant an dud wadsec’hedik,

10  ar re o deus torfedoù en o daouarn, ha profoù o leuniañ o dorn dehou.

11  Met me a gerzho en dinammded. Va dieub, az pez truez ouzhin!

12  Va zroad a chom start en hent eeun; er bodadegoù e vennigin an AOTROU.

 

Salm 27

1  Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?

2  Pa’z eo deuet ar re zrouk, va enebourien, a-enep din, evit va lonkañ, o-unan o deus pleget hag int kouezhet.

3  Pa gampfe un arme a-enep din, ne spontfe ket va c’halon. Pa savfe ar brezel a-enep din, eno e vefe va fiziañs.

4  Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.

5  Rak va c’huzhat a raio en e repu en deiz fall, va c’huzhat a raio e sekred e dabernakl. Sevel a raio ac’hanon war ur roc’h.

6  Ha bremañ va fenn a savo dreist va enebourien a zo en-dro din. Kinnig a rin en e dabernakl aberzhoù a levenez. Kanañ a rin meuleudioù d’an AOTROU.

7  AOTROU, selaou va mouezh, da aspediñ a ran, az pez truez ouzhin ha va selaou!

8  Va c’halon a lavar din eus da berzh: Klask va dremm! Me a glask da zremm, o AOTROU!

9  Na guzh ket da zremm ouzhin! Na zistaol ket kuit da servijer gant kounnar! Bet out va sikour, na’m dilez ket, na’m dilaosk ket, Doue va silvidigezh!

10  Pa o defe va dilezet va zad ha va mamm, an AOTROU am dastumo.

11  AOTROU, desk din da hent, va ren dre ar wenodenn eeun, abalamour da’m enebourien.

12  Na’m lez ket da gouezhañ e c’hoant va enebourien, rak falstestoù a zo savet a-enep din, ha ne analont nemet taerder.

13  A! Ma ne’m bije ket kredet e weljen madoù an AOTROU war zouar ar re vev! …

14  Esper en AOTROU, chom start, ra en em greñvaio da galon! Ya, esper en AOTROU!

 

Salm 28

1  Salm David. Krial a ran dit, AOTROU! Va roc’h, na chom ket bouzar da’m mouezh, gant aon ma rofes dilavar, na vefen heñvel ouzh ar re a ziskenn d’ar poull.

2  Selaou mouezh va goulennoù pa grian dit, pa savan va daouarn etrezek da santual.

3  Na’m zilam ket gant ar re zrouk ha gant ar vicherourien a zireizhder, ar re a lavar komzoù a beoc’h d’o nesañ, petra bennak ma’z eus drougiezh en o c’halon.

4  Ro dezho hervez o oberennoù hag hervez drougiezh o oberoù. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo dleet dezho.

5  Rak ne daolont ket evezh ouzh oberoù an AOTROU, nag ouzh labour e zaouarn. O diskar a raio ha n’o adsavo ken.

6  Benniget ra vo an AOTROU! Rak klevet en deus mouezh va goulennoù.

7  An AOTROU a zo va nerzh ha va skoed. Va c’halon en deus fiziet ennañ hag on bet sikouret. Va c’halon ivez a zo laouenaet, hag e veulan anezhañ dre va c’hanennoù.

8  An AOTROU a zo nerzh e re, diwaller ha silvidigezh e Olevad.

9  Savete da bobl ha bennig da hêrezh, ren hag harp anezho da viken!

 

Salm 29

1  Salm David. Roit d’an AOTROU, c’hwi mibien Doue, roit d’an AOTROU ar c’hloar hag ar galloud!

2  Roit d’an AOTROU ar c’hloar dleet d’e anv, stouit dirak an AOTROU en ur veurded santel!

3  Mouezh an AOTROU a glever war an doureier. An Doue a c’hloar, an AOTROU, a gurun war an doureier bras.

4  Mouezh an AOTROU a zo galloudek, mouezh an AOTROU a zo meurdezus,

5  mouezh an AOTROU a dorr ar sedrez, an AOTROU a dorr sedrez al Liban,

6  o lakaat a ra da lammat evel ul leue, al Liban hag ar Sirion evel ur bual yaouank.

7  Mouezh an AOTROU a daol flammoù-tan,

8  mouezh an AOTROU a laka ar gouelec’h da grenañ, an AOTROU a laka da grenañ gouelec’h Kadesh.

9  Mouezh an AOTROU a laka an heizezed da c’henel, hag a ziwisk ar c’hoadegi. En e dempl, pep hini a gri: Gloar!

10  An AOTROU a oa azezet a-us d’al liñvadenn, an AOTROU a azezo da roue da viken.

11  An AOTROU a roio nerzh d’e bobl. An AOTROU a vennigo e bobl dre ar peoc’h.

 

Salm 30

1  Salm David; kanaouenn evit dedi e di.

2  Da ganmeuliñ a ran, o AOTROU! Rak adsavet ec’h eus ac’hanon, ha ne’c’h eus ket lezet va enebourien da laouenaat diwar va fenn.

3  AOTROU va Doue, kriet em eus dit hag ec’h eus va yac’haet.

4  AOTROU, lakaet ec’h eus va ene da adpignat eus lec’h ar marv. Va degaset ec’h eus en-dro d’ar vuhez, a-douez ar re a ziskenn d’ar poull.

5  Kanit meuleudioù d’an AOTROU, c’hwi holl e re garet-mat, ha meulit eñvor e santelezh!

6  Rak n’eus nemet ur pennadig en e gounnar, met ur vuhez ‘zo en e vadelezh. An daeroù a zeu d’abardaez, met gant ar mintin kanoù a drec’h.

7  Me a lavare em berzh: Ne vin biken brañsellet!

8  AOTROU, dre da vadelezh ec’h eus roet nerzh da’m menez. Ha kuzhet ec’h eus da zremm? Spouronet on bet.

9  AOTROU, kriet em eus dit, pedet em eus an AOTROU o lavarout:

10  Peseurt gopr a zo em gwad ma tiskennfen d’ar poull? Ar boultrenn, ha meuliñ a raio ac’hanout? Ha disklêriañ a raio da wirionez?

11  AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!

12  Cheñchet ec’h eus va c’hañv e levenez, dizereet ec’h eus va sac’h, ha va gwisket ec’h eus a levenez,

13  evit ma veulo ac’hanout va gloar, ha ma ne davo ket. AOTROU va Doue, me az meulo da viken.

 

Salm 31

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  AOTROU, en em dennet on da’z kavout, ra ne vin ket mezhek, biken! Va dieub dre da reizhder!

3  Stou da skouarn war-zu ennon, hast va dieubiñ. Bez va roc’h, va repu, va c’hreñvlec’h ma vin salvet ennañ!

4  Rak te eo va roc’h ha va c’hreñvlec’h, hag abalamour d’ar garantez ouzh da anv, em c’hundui hag em reni.

5  Va zennañ a ri eus ar pech o deus stegnet din, rak te eo va repu.

6  Lakaat a ran va spered etre da zaouarn, va dasprenet ec’h eus, o AOTROU, Doue a wirionez!

7  Kasaat a ran ar re en em ro d’ar fougeoù touellus. Evidon-me, lakaat a ran va fiziañs en AOTROU.

8  Tridal a rin hag e laouenain ez madelezh, rak gwelet ec’h eus va glac’har hag ec’h anavezez estrenvan va ene.

9  Ne’c’h eus ket va lakaet etre daouarn an enebour, roet ec’h eus frankiz din ha suraet eo va zreid.

10  AOTROU, az pez truez ouzhin dre ma’z on en estrenvan! Va lagad, va ene ha va c’hof a dreuta gant ar glac’har.

11  Va buhez a steuz en doan, ha va bloavezhioù en huanadoù. Va nerzh a zo diskaret en abeg da’m direizhder, ha va eskern a zisec’h.

12  En abeg da’m holl enebourien ez on un dra a zismegañs, a zismegañs vras evit va amezeien, hag un dra euzhus evit va mignoned. Ar re am gwel en diavaez a dec’h pell diouzhin.

13  Ar c’halonoù n’o deus ket soñj ac’hanon evel ma vefen un den marv, bez’ on evel ul lestr torret.

14  Rak klevout a ran komzoù kuzhet kalz a dud. Emañ ar spont a bep tu, en em guzuliañ a reont a-unvan em enep, irienniñ a reont evit lemel va buhez diganin.

15  Met ennout e fizian, AOTROU. Lavaret em eus: Te eo va Doue!

16  Va amzerioù a zo etre da zaouarn. Va dieub eus va enebourien hag eus va heskinerien.

17  Laka da zremm da splannañ war da servijer, va dieub dre da drugarez.

18  AOTROU, ra ne vin ket mezhek rak da aspedet em eus, ra vo mezhek ar re zrouk, ma vo o genoù serret e lec’h ar marv!

19  Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc’h ha dismegañs!

20  Pegen bras eo ar madoù ac’h eus miret d’ar re a zouj ac’hanout, hag a skuilhez war ar re a ya etrezek ennout, dirak daoulagad an dud!

21  Koach a rez anezho e kuzh da zremm, pell diouzh kuzulioù an dud. Diwall a rez anezho ez teltenn a-enep argad an teodoù.

22  Benniget ra vo an AOTROU! Rak diskouezet en deus e vadelezh em c’heñver, ha va lakaet evel en ur c’hreñvlec’h.

23  Me a lavare em hastidigezh: Lamet on a-zirak da zaoulagad. Met selaouet ec’h eus mouezh va fedennoù, pa em eus kriet dit.

24  Karit an AOTROU, c’hwi holl e re garet-mat! An AOTROU a ziwall ar re leal, met d’ar re a labour gant lorc’h e ro kement o deus dellezet.

25  Chomit start ha ra en em nerzho ho kalon, c’hwi holl hag a zo en gortoz eus an AOTROU!

 

Salm 32

1  « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) David. Eürus an den a zo pardonet dezhañ e zisentidigezh, hag a zo goloet e bec’hed!

2  Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n’eus touell ebet en e spered!

3  Pa em eus tavet, eo va eskern en em guzumet, hag e huanaden a-hed an deiz,

4  rak deiz ha noz e poueze da zorn warnon. Va nerzh a zeue da vezañ sec’hded an hañv. ~Ehan~

5  Roet em eus da anavezout dit va fec’hed ha ne’m eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d’an AOTROU. Ha te ac’h eus lamet poan va fec’hed. ~Ehan~

6  Evel-se pep den leal a aspedo ac’hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic’hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.

7  Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh. ~Ehan~

8  Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout.

9  Na vezit ket evel ar marc’h hag evel ar vulez hep skiant, a vez stardet o genoù gant ur brid hag ur weskenn, gant aon na dostafent ouzhit.

10  Kalz a c’hlac’har a dapo an den fall, met ar c’hras a zo war-dro an hini a fiz en AOTROU.

11  C’hwi tud reizh, laouenait en AOTROU ha tridit! Kanit gant levenez, c’hwi holl ar re eeun a galon!

 

Salm 33

1  C’hwi tud reizh, laouenait en AOTROU! Ar veuleudi a zere d’an dud eeun.

2  Meulit an AOTROU gant an delenn. Kanit dezhañ kanaouennoù war al lourenn a zek kordenn.

3  Kanit dezhañ ur ganaouenn nevez. Ra vo klevet ho pinvioù hag ho mouezhioù.

4  Rak komz an AOTROU a zo eeun, hag e holl oberennoù a zo graet gant fealded.

5  Karout a ra ar reizhder hag an eeunder. An douar a zo leun a vadelezh an AOTROU.

6  An neñvoù a zo bet graet dre gomz an AOTROU, hag o holl arme dre c’hwezh e c’henoù.

7  Dastum a ra doureier ar mor evel ur bern, hag e laka ar c’hoummadoù e mirlec’hioù.

8  Ra zoujo an douar holl an AOTROU, ra chomo holl dud ar bed dirazañ gant doujañs!

9  Rak komz a ra hag an dra a zo graet, gourc’hemenn a ra hag e c’hoarvez.

10  An AOTROU a stlabez kuzul ar broadoù, hag a gas da netra menozioù ar pobloù.

11  Met kuzul an AOTROU a bad da viken, ha menozioù e galon a oad da oad.

12  Eürus ar vroad he deus an AOTROU da Zoue, ar bobl en deus dibabet evit e hêrezh!

13  An AOTROU a sell eus lein an neñvoù, gwelout a ra holl vibien an dud.

14  Eus e chomlec’h ec’h evesha holl dud a zo war an douar,

15  graet en deus o c’halonoù dezho holl, ha teurel a ra evezh ouzh o holl oberoù.

16  Ar roue n’eo ket saveteet dre e c’halloud bras, hag an den galloudek n’eo ket dieubet dre e nerzh bras.

17  Ar marc’h a vank da saveteiñ, ne zieub ket dre vraster e nerzh.

18  Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a zouj anezhañ, war ar re a zo en gortoz d’e vadelezh,

19  evit dieubiñ o ene eus ar marv, hag o lakaat da vevañ e-pad an naonegezh.

20  Hon ene a zo en gortoz d’an AOTROU, hor sikour eo hag hor skoed.

21  Rak hor c’halon a laouena ennañ, rak fiziañs hon eus en e anv santel.

22  Ra vo da vadelezh warnomp, o AOTROU! Evel ma’z omp en gortoz dit.

 

Salm 34

1  Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak Abimelek, ha penaos, kaset gantañ, ez eas kuit.

2  Bennigañ a rin an AOTROU e pep amzer, e veuleudi a vo dalc’hmat em genoù.

3  Va ene a gavo gloar en AOTROU, ar re hegarat a glevo hag a laouenaio.

4  Kanmeulit an AOTROU ganin, uhelaomp e anv holl asambles!

5  Klasket em eus an AOTROU hag en deus respontet din, dieubet en deus ac’hanon eus va holl spontoù.

6  Ha sellet o deus outañ? Hag e voent sklêrijennet, n’o deus ket da ruziañ a vezh.

7  An den glac’haret-se en deus kriet, an AOTROU en deus e selaouet hag e zieubet eus e holl enkrezioù.

8  Ael an AOTROU a gamp en-dro d’ar re a zouj anezhañ, hag e tieub anezho.

9  Tañvait ha gwelit pegen mat eo an AOTROU! Eürus an den a ya etrezek ennañ.

10  Doujit an AOTROU, c’hwi e sent, rak ne vanko netra d’ar re a zouj anezhañ!

11  Al leoned yaouank a anavez kernez ha naonegezh, met ar re a glask an AOTROU n’o devo ezhomm ebet.

12  Deuit ha va selaouit, mibien, hag e teskin deoc’h doujañs an AOTROU.

13  Piv eo an den a gav plijadur da vevañ, hag a gar gwelout deizioù a eurvad?

14  Diwall da deod diouzh an droug, ha da vuzelloù diouzh komzoù touellus.

15  Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask ar peoc’h hag heuilh anezhañ.

16  Daoulagad an AOTROU a zo war ar re reizh, hag e zivskouarn a zo evezhius ouzh o c’hriadenn.

17  Dremm an AOTROU a zo a-enep ar re a ra an droug, evit lemel o eñvor a-ziwar an douar.

18  Pa gri ar re reizh, an AOTROU a selaou anezho, hag e tieub anezho eus o holl enkrezioù.

19  An AOTROU en em zalc’h tost d’ar re enkrezet o c’halon, hag a zieub ar re vantret o spered.

20  An den reizh en deus poanioù e-leizh, met an AOTROU a zieub anezhañ diouto holl,

21  diwall a ra e holl eskern, hini ebet n’eo torret.

22  An droug a gas an den fall d’ar marv, hag ar re a gasa an hini reizh a vo distrujet.

23  An AOTROU a zaspren ene e servijerien, hag hini eus ar re a ya d’e gavout ne vo distrujet.

 

Salm 35

1  Salm David. AOTROU, va difenn a-enep va enebourien, stourm ouzh ar re a stourm ouzhin.

2  Kemer ar skoed bihan hag ar skoed bras, ha sav da’m sikour!

3  Krog er goaf ha stank o zremen d’ar re a red war va lerc’h. Lavar da’m ene: Me eo da silvidigezh.

4  Ra vo mezhek ha toutek ar re a glask diskar va buhez, ra gilo ha ra ruzio ar re a glask va gwalleur!

5  Ra vint evel ar pell laosket en avel, ha ra gaso ael an AOTROU anezho kuit.

6  Ra vo o hent teñval ha risklus, ha ra redo ael an AOTROU war o lerc’h!

7  Rak hep abeg o deus stegnet o roued a-enep din war ur poull, hep abeg o deus e doullet evit lemel diganin va buhez.

8  Ra zeuio un distruj pront d’o zapout, ra vint kemeret er roued o deus stegnet, ra gouezhint enni ha ra varvint!

9  Ha va ene a laouenaio en AOTROU hag a drido en e zieubidigezh.

10  Va holl eskern a lavaro: AOTROU, piv a zo heñvel ouzhit, te hag a zieub an den glac’haret eus an hini a zo nerzhusoc’h egetañ, ya, an den glac’haret hag ar paour eus an hini en diwisk?

11  Falstestoù a sav, goulenn a reont ouzhin traoù n’ouzon netra diwar o fenn,

12  rentañ a reont din an droug evit ar mad, va ene a zo en dilez.

13  Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac’h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.

14  Kerzhout a raen gorrek evel evit ur mignon pe ur breur, mont a raen pleget trist evel e kañvoù ur vamm.

15  Ha pa em eus brañsellet, ez int en em vodet laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiñ ac’hanon, o regiñ ac’hanon hep paouez.

16  Gant tud drouk, goapaerien pilpous, o deus grigoñset o dent em enep.

17  AOTROU, betek pegoulz e weli kement-se? Dieub va ene eus o stignoù, va nemetañ eus al leon!

18  Da veuliñ a rin er vodadeg vras, da veuliñ a rin e-kreiz ur bobl niverus.

19  Ra ne laouenaio ket diwar va fenn va enebourien disleal, ra ne wigno ket gant o lagad ar re am c’hasa hep abeg!

20  Rak ne gomzont ket a beoc’h, met raktresañ a reont touellerezh a-enep tud peoc’hiek ar vro.

21  Digeriñ a reont o genoù a-enep din o lavarout: A! A! Hol lagad en deus gwelet.

22  Gwelet ec’h eus, AOTROU, na dav ket! AOTROU, na chom ket pell diouzhin!

23  Dihun, sav, va Doue ha va Aotrou, da reiñ din va gwir ha da zifenn va c’haoz!

24  Va barn hervez da reizhder, AOTROU va Doue, ha ra ne laouenaint ket diwar va fenn!

25  Ra ne lavarint ket en o c’halon: A! Laouen eo hon ene! Ra ne lavarint ket: E lonket hon eus!

26  Ra vo mezhek ha toutek an holl re a laouena em gwalleur! Ra vo gwisket a vezh hag a spont ar re a sav lorc’hus a-enep din!

27  Ra gano ha ra drido a levenez ar re a laouena em reizhadur! Ha ma lavarint hep paouez: Kanmeulet ra vo an AOTROU, en em blij e peoc’h e servijer.

28  Neuze va zeod a zisklêrio da reizhder, ha bemdez e lavaro da veuleudioù.

 

Salm 36

1  D’ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU.

2  Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va c’halon, penaos doujañs Doue n’emañ ket dirak e zaoulagad?

3  Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad, evit kas da benn e bec’hed hag embregañ e gasoni.

4  Komzoù e c’henoù n’int nemet drougiezh ha touellerezh, ne fell ket dezhañ bezañ skiantek hag ober ar mad.

5  Raktresañ a ra traoù direizh war e wele, en em zerc’hel a ra war un hent n’eo ket mat, ne gasa ket an droug.

6  AOTROU, da vadelezh a dap betek an neñvoù, da fealded betek ar c’hoabrennoù.

7  Da reizhder a zo evel menezioù Doue, da varnedigezhioù a zo un donder bras. AOTROU, diwall a rez an dud hag al loened.

8  O Doue, pegen prizius eo da vadelezh! Mibien an dud en em denn dindan skeud da eskell.

9  O gwalc’h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.

10  Rak mammenn ar vuhez a zo en da gichen, dre da sklêrijenn e welomp ar sklêrijenn.

11  Kendalc’h da skuilhañ da vadelezh war ar re a anavez ac’hanout, ha da reizhder war an dud eeun a galon.

12  Ra ne dostaio ket troad an hini lorc’hus ouzhin, ha ra ne vin ket brañsellet gant dorn an hini drouk.

13  Aze eo kouezhet ar vicherourien a zireizhder, diskaret int ha ne c’hellont ket adsevel.

 

Salm 37

1  Salm David. Na gounnar ket a-enep ar re fall, na’z pez ket avi ouzh ar re a ra an droug.

2  Rak falc’het e vint prest evel ar geot, goeñviñ a raint evel ar geot glas.

3  Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an douar, debr ar wirionez evel boued.

4  Laouena en AOTROU, hag e roio dit goulennoù da galon.

5  Laka da hent en AOTROU, fiz ennañ, hag eñ a oberio.

6  Lakaat a raio da reizhder da zont war wel evel ar sklêrijenn, ha da wir evel kreiz an deiz.

7  Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c’hoantoù.

8  Gourdrouz ar gounnar, ha chom pell diouzh ar vuanegezh, na gounnar ket gant aon d’ober fall.

9  Rak ar re a ra an droug a vo lamet kuit, met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a berc’henno an douar.

10  C’hoazh ur pennadig hag an den fall ne vo ken, sellout a ri ouzh e lec’h ha ne vo ken eno.

11  Met ar re hegarat a berc’henno an douar, hag o devo ur peoc’h fonnus.

12  An den fall a ijin raktresoù a-enep an den reizh, hag e c’hrigoñs e zent en e enep.

13  An AOTROU a raio goap anezhañ, rak gwelout a ra e zeiz o tostaat.

14  Ar re zrouk o deus tennet ar c’hleze ha stegnet o gwareg, evit diskar ar paour hag an ezhommeg, evit lazhañ ar re a gerzh war an hent eeun.

15  O c’hleze a yelo en o c’halonoù, hag o gwaregoù a vo torret.

16  Gwelloc’h eo nebeud an den reizh eget fonnusted meur a zen drouk.

17  Rak divrec’h ar re zrouk a vo torret, met an AOTROU a sikour ar re reizh.

18  An AOTROU a anavez deizioù an dud eeun, hag o hêrezh a bado da viken.

19  Ne vint ket mezhek da vare ar gwalleur, hag o gwalc’h o devo da zeizioù an naonegezh.

20  Met ar re zrouk a varvo, enebourien an AOTROU a vo kuzumet evel lard an oaned, mervel a raint, hag ez aint da vezañ moged.

21  An den drouk a amprest ha ne rent ket, met an hini reizh en deus truez, hag a ro.

22  Rak ar re a zo benniget gantañ a berc’henno an douar, met ar re a zo milliget gantañ a vo lamet kuit.

23  Kammedoù an den reizh a vo startaet gant an AOTROU, hag e kav plijadur en e hent.

24  Mar kouezh, ne vo ket diskaret holl, rak an AOTROU a zalc’h e zorn.

25  Yaouank on bet hag on deuet da vezañ kozh, ha ne’m eus ket gwelet an den reizh dilezet, nag e lignez o klask e vara.

26  Bemdez en deus truez hag e prest, hag e lignez a zo benniget.

27  Distro diouzh an droug ha gra ar mad, hag e chomi da viken.

28  Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.

29  Ar re reizh a berc’henno an douar, hag e chomint warnañ da viken.

30  Genoù an den reizh a zisklêrio ar furnez, hag e deod a lavaro ar pezh a zo eeun.

31  Lezenn e Zoue a zo en e galon, e gammedoù ne vrañsellint ket.

32  An den drouk a spi an den reizh, hag a glask e lakaat d’ar marv.

33  An AOTROU n’en lezo ket etre e zaouarn, ha n’en gondaono ket pa vo barnet.

34  Bez en gortoz eus an AOTROU ha mir e hent, sevel a raio ac’hanout da berc’hennañ an douar, an dud drouk a vo lamet kuit dirak da zaoulagad.

35  Gwelet em eus an den drouk spontus oc’h astenn evel ur wezenn nerzhus.

36  Met tremenet eo, ha setu n’emañ ken. E glasket em eus, n’en em gav ken.

37  Evesha an den eeun, sell ouzh an den reizh, rak bez’ ez eus un dazont evit an den a beoc’h.

38  Met ar re zisent a zo distrujet holl, dazont ar re zrouk a zo lamet kuit.

39  Dieubidigezh ar re reizh a zeu eus an AOTROU, eñ eo o nerzh da goulz an estrenvan.

40  An AOTROU a sikour anezho hag o dieub, o dieubiñ a ra eus ar re zrouk hag e savete anezho, rak o deus lakaet o fiziañs ennañ.

 

Salm 38

1  Salm David. Evit derc’hel soñj.

2  AOTROU, na’m c’hastiz ket en da gounnar, ha na’m finij ket en da fulor.

3  Rak da viroù a zo aet ennon, ha da zorn a zo pounneraet warnon.

4  N’eus netra yac’h em c’hig en abeg da’z fulor, ha n’eus diskuizh ebet em eskern en abeg da’m fec’hed.

5  Rak va direizhder a uhela dreist va fenn, hag eo evel ur bec’h pounner re bouezus evidon.

6  Va goulioù a zo flaerius, hag e veront en abeg da’m follentez.

7  Krommaet ha pleget on en doare diwezhañ, a-hed an deiz e kerzhan e kañv,

8  rak va divgroazell a zo leun a c’hor, n’eus netra yac’h em c’hig.

9  Dinerzhet ha brevet on penn-da-benn, yudal a ran e trubuilh va c’halon.

10  Aotrou, va holl c’hoant a zo dirazout, ha va huanadenn n’eo ket kuzhet ouzhit.

11  Va c’halon a sko, va nerzh am dilez, ha sklêrijenn va daoulagad zoken ne’m eus ken.

12  Dirak an taol a sko ac’hanon, va mignoned ha va c’henseurted a chom a-sav, ha va c’herent a chom pell.

13  Ar re a glask va buhez a stegn antelloù din, ar re a glask va foan a gomz a zistruj, hag a-hed an deiz ec’h ijinont touelloù.

14  Met me, evel un den bouzar, ne glevan ket. Me a zo evel un den mut na zigor ket e c’henoù.

15  Ya, bez’ on evel un den na glev ket ha n’en deus respont ebet en e c’henoù.

16  Rak ac’hanout-te, AOTROU, on en gortoz. Te a responto, Aotrou va Doue!

17  Rak lavaret em eus: Ra ne laouenaint ket diwar va fenn! Pa ramp va zroad, e savont em enep.

18  Prest on da gouezhañ, ha va glac’har a zo bepred dirazon.

19  Rak disklêriañ a ran va direizhder, hag enkrezet on abalamour da’m fec’hed.

20  Koulskoude va enebourien a zo bev ha nerzhus, ar re am c’hasa hep abeg a zo niverus.

21  Rentañ a reont din an droug evit ar mad. Va enebourien int dre ma en em stagan d’ar mad.

22  Na’m dilez ket, o AOTROU! Va Doue, na bella ket diouzhin!

23  Hast, deus da’m sikour, Aotrou, va dieubidigezh!

 

Salm 39

1  D’ar mestr-kaner; da « Jedutun »; salm David.

2  Lavaret em eus: Eveshaat a rin ouzh va hentoù, evit na bec’hin ket gant va zeod; lakaat a rin ur brid war va genoù, e-keit ha ma vo an den drouk dirazon.

3  Mut on chomet er sioulder, en em viret on da gomz zoken evit ar mad, ha va foan a zo kresket.

4  Va c’halon a zo loskus em diabarzh, va frederiadennoù a zo o teviñ evel un tan, ha va zeod en deus komzet:

5  AOTROU, ro din da anavezout va diwezh, ha pe muzul o deus va deizioù, ma ouezin pegen berr eo va buhez.

6  Setu ec’h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n’eo nemet c’hwez! ~Ehan~

7  Ya, an den a gerzh evel ur skeudenn. Ya, en aner eo e fiñv, daspugn a ra, ha ne oar ket piv a zastumo.

8  Ha bremañ AOTROU, petra am eus gortozet? Va esperañs a zo ennout.

9  Va dieub eus va holl fallagriezhoù, ha na’m laka ket da vezañ dismegañset evel an hini diskiant.

10  Tavet em eus, ne’m eus ket digoret va genoù, rak te eo an hini en deus oberiet.

11  Distro diouzhin da gastizoù! Kuzumet on dindan taolioù da zorn.

12  Pa gastizez an den en ur gourdrouz anezhañ evit e bec’hed, e kuzumez evel an tagn ar pezh a zo priziusañ dezhañ. Ya pep den n’eo nemet c’hwez! ~Ehan~

13  AOTROU, selaou va fedenn ha ro da skouarn da’m c’hriadenn, na chom ket bouzar da’m daeroù! Rak un diavaeziad on ez ti, ur beajour evel va holl dadoù.

14  Distro diouzhin da sell, ma c’hellin adkavout nerzh, a-raok ma’z in kuit ha ma ne vin ken.

 

Salm 40

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  Gortozet em eus er sioulder an AOTROU: troet en deus war-zu ennon, klevet en deus va c’hriadennoù.

3  Va zennet en deus eus poull an distruj, eus an toull fankek. Lakaet en deus va zreid war ar roc’h, startaet en deus va c’hammedoù.

4  Lakaet en deus em genoù ur ganaouenn nevez a veuleudi d’hon Doue. Kalz en gwelo hag o devo doujañs, hag e lakaint o fiziañs en AOTROU.

5  Eürus an den a laka e fiziañs en AOTROU, ha na zistro ket da gavout ar re lorc’hus hag ar re en em ro d’ar gaou!

6  AOTROU va Doue, kresket ec’h eus da vurzhudoù ha da soñjoù en hor c’heñver, nikun ne c’hell bezañ keñveriet ouzhit. Ha fellout a ra din o embann hag o lavarout? Re niverus ez int da vezañ kontet.

7   Ne gavez plijadur nag en aberzhoù nag er profoù, toullet ec’h eus din va divskouarn, ne c’houlennez na loskaberzh nag aberzh evit ar pec’hed.

8  Neuze em eus lavaret: Setu e teuan, skrivet eo diwar va fenn e roll da levr.

9  Va Doue, kavet em eus plijadur oc’h ober da volontez, ha da lezenn a zo e diabarzh va c’halon.

10  Embannet em eus da reizhder er vodadeg vras. Setu, ne zalc’han ket serret va muzelloù, anavezout a rez kement-se, o AOTROU!

11  Ne’m eus ket kendalc’het da reizhder e diabarzh va c’halon. Embannet em eus da fealded ha da zieubidigezh. Ne’m eus ket kuzhet da vadelezh na da wirionez d’ar vodadeg vras.

12  Te eta, o AOTROU, na zinac’h ket ouzhin da druez! Ra vin dalc’hmat diwallet gant da vadelezh ha da wirionez.

13  Rak poanioù diniver o deus va enkelc’hiet. Va fec’hedoù o deus va zapet, ha ne c’hellan ket o gwelout, fonnusoc’h int eget blev va fenn, ha va c’halon a vank din.

14  AOTROU, ra blijo dit va dieubiñ! AOTROU, deus buan da’m sikour!

15  Ra vo mezhek ha ra ruzio an holl re a glask va buhez evit he lemel! Ra ez aio war-dreñv ha ra vo mezhek an holl re a gav plijadur em foan!

16  Ra vo spontet en o mezh ar re a lavar ac’hanon: A! A!

17  Ra drido ha ra laouenaio ennout an holl re a glask ac’hanout. Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zieubidigezh: Kanmeulet ra vo an AOTROU!

18  Me a zo glac’haret hag ezhommek, an AOTROU en devo preder ouzhin. Te eo va sikourer ha va dieuber. Va Doue, na zale ket!

 

Salm 41

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  Eürus eo an hini a laka evezh ouzh an ezhommeg. Da zeiz ar gwalleur an AOTROU en dieubo.

3  An AOTROU en diwallo hag a viro e vuhez, eürus e vo war an douar, ha ne roi ket anezhañ da c’hoant e enebourien.

4  An AOTROU a skoazello anezhañ war ar gwele a-boan, cheñch a ri e wele holl pa vo klañv.

5  Lavaret em eus: AOTROU, az pez truez ouzhin, yac’ha va ene, rak pec’het em eus en da enep!

6  Va enebourien a c’hoanta droug din o lavarout: Pegoulz e varvo? Pegoulz ez aio e anv da netra?

7  Mar deu unan bennak da’m gweladenniñ, e lavar din gevier, e galon a zastum soñjoù fall, mont a ra er-maez hag e komz.

8  An holl re a gasa ac’hanon a guzulik etrezo em enep, irienniñ a reont va c’holl.

9  Ur gwall bennak a bouezh warnañ, setu-eñ gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.

10  An den zoken, hag e oan e peoc’h gantañ, an hini en doa va fiziañs hag a zebre bara ganin, en deus savet e droad em enep.

11  Met te, AOTROU, az pez truez ouzhin ha va adsav! Ha me a rento dezho.

12  Dre gement-mañ ec’h anavezan e kavez plijadur ennon: va enebour ne laouena ket diwar va fenn.

13  Va miret ec’h eus em eeunder, va lakaet ec’h eus da viken dirazout.

14  Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a holl viskoazh da holl viken! Amen! Ya, amen!

 

Eilvet Levr: Salmoù 42-72

 

Salm 42

1  D’ar mestr-kaner; « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) mibien Kora.

2  Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!

3  Va ene en deus sec’hed eus Doue, eus an Doue bev. Pegoulz ez in hag en em zalc’hin dirak dremm Doue?

4  Va daeroù a zo deuet da vara din deiz ha noz, e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec’h emañ da Zoue?

5  Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c’halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c’houeliañ.

6  Perak ez out trist, va ene, ha perak e krenez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c’hoazh. E sell eo ar silvidigezh.

7  Va Doue, va ene a zo trist ennon. Setu perak em eus soñj ac’hanout eus douar ar Jordan hag an Hermon, eus menez Mizar.

8  Un donder a c’halv un donder all gant trouz da lammoù-dour; da holl wagennoù ha da holl donnoù a zo tremenet warnon.

9  E-pad an deiz an AOTROU a gaso e drugarez, e-pad an noz e ganaouenn a vo em genoù. Pediñ a rin Doue, va buhez.

10  Lavarout a rin da Zoue, va roc’h: Perak ec’h eus va ankounac’haet? Perak e kerzfen en dristidigezh, dindan gwask an enebour?

11  Va eskern a zo brevet pa zismegañs va heskinerien ac’hanon, o lavarout bemdez: Pelec’h emañ da Zoue?

12  Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c’hoazh. Eñ eo va silvidigezh ha va Doue.

 

Salm 43

1  Ro va gwir din, o Doue, ha difenn va c’haoz a-enep ur bobl disleal! Va dieub eus an den touellus ha fall!

2  Rak te eo Doue, va nerzh. Perak ec’h eus va zaolet kuit? Perak e kerzhfen e kañv, dindan gwask an enebour?

3  Degas da sklêrijenn ha da wirionez, ra renint ac’hanon, ra gasint ac’hanon war da venez santel etrezek da dabernakloù!

4  Mont a rin etrezek aoter Doue, etrezek Doue, va joa ha va levenez. Ha da veuliñ a rin gant an delenn, o Doue, va Doue!

5  Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c’hoazh. Eñ eo va silvidigezh ha va Doue.

 

Salm 44

1  D’ar mestr-kaner; « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) mibien Kora.

2  O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn, hon tadoù o deus disklêriet deomp an oberenn ac’h eus graet en o amzer, en deizioù a-wechall.

3  Gant da zorn ec’h eus kaset kuit pobloù evit o diazezañ, bruzunet ec’h eus pobloù evit reiñ lec’h dezho.

4  Rak n’eo ket dre o c’hleze o deus gounezet ar vro, ha n’eo ket o brec’h he deus o saveteet. Da du dehou, da vrec’h ha sklêrijenn da zremm eo, dre ma kares anezho.

5  Te eo, o Doue, an hini a zo va Roue! Gourc’hemenn dieubidigezh Jakob.

6  Ganit e skoimp war hon enebourien, dre da anv e vac’himp ar re a savo a-enep deomp.

7  Rak ne fizian ket em gwareg, n’eo ket va c’hleze a zieubo ac’hanon.

8  Te eo an hini en deus hon saveteet eus hon enebourien, hag en deus rentet mezhek ar re a gasae ac’hanomp.

9  E Doue eo e kavomp gloar bemdez, hag e veulimp da anv da viken. ~Ehan~

10  Koulskoude ec’h eus hon taolet kuit ha goloet a zismegañs, ha ne gerzhez ken gant hon armeoù.

11  Lakaet ec’h eus ac’hanomp da gilañ dirak an enebour, hag ar re hor c’hasa o deus tapet o freizh.

12  Hor roet ec’h eus evel an deñved a zebrer, hor stlabezet ec’h eus e-touez ar broadoù.

13  Gwerzhañ a rez da bobl evit netra, hag e lakaez anezho e dister briz.

14  Hol lakaat a rez da vezañ dismegañset gant hon amezeien, goapaerezh ha c’hoariell ar re a zo en-dro deomp.

15  Hol lakaat a rez da vezañ mojenn ar broadoù. Ouzh hor gwelout, ar pobloù a hej o fenn.

16  Va dismegañs a zo atav dirazon hag ar vezh a c’holo va dremm,

17  pa vez klevet an hini a eneb ouzhin hag am heskin, ha pa vez gwelet an enebour hag ar veñjer.

18  Kement-se holl a zo erruet ganeomp. Koulskoude n’hon eus ket da ankounac’haet, n’hon eus ket torret da emglev,

19  hor c’halon n’eo ket aet war a-dreñv, hor pazioù n’int ket pellaet diouzh da hent,

20  pa ec’h eus hor bountet e-touez an aourgon, hag hor goloet gant skeud ar marv.

21  Mar hor bije ankounac’haet anv hon Doue, hag astennet hon daouarn etrezek un doue estren,

22  Doue, ha n’en dije ket enklasket, eñ hag a anavez traoù kuzhet ar c’halonoù?

23  Met abalamour dit-te, omp lakaet d’ar marv bemdez, ha sellet evel deñved kempennet d’ar gigerezh.

24  Sav! Perak e kouskez, AOTROU? Dihun, n’hon taol ket kuit da viken!

25  Perak e kuzhez da zremm? Perak ec’h ankounac’haez hor reuzeudigezh hag hor gwaskerezh?

26  Rak hon ene a zo diskaret er poultr, hag hor c’hof a zo stag ouzh an douar.

27  Sav da sikour ac’hanomp, ha daspren ac’hanomp, abalamour da’z madelezh!

 

Salm 45

1  D’ar mestr-kaner; « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) mibien Kora; kanaouenn-eured war « Shoshannim » (= al lili).

2  Va c’halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz vurzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.

3  Ar c’haerañ eus mibien an dud ez out, an drugarez a zo skuilhet war da vuzelloù, ha Doue en deus da venniget da viken.

4  Den galloudek, gouriz ouzh da gostez da gleze, da veurded ha da c’hloar!

5  Marc’heka en gloar, pign war da garr, evit ar wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Da du dehou a ziskouezo dit burzhudoù spontus!

6  Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.

7  Da dron, o Doue, a chom dalc’hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.

8  Karout a rez ar reizhder hag e kasaez an drougiezh, setu perak, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted!

9  Ar mir, an aloez hag ar c’hasia a ro c’hwezh-vat da’z tilhad. Er palezioù olifant, c’hoari ar binvioù-kerdin a laouena ac’hanout.

10  Merc’hed rouaned a zo e-touez da itronezed a enor. Emañ ar rouanez a-zehou dit, gwisket gant aour Ofir.

11  Selaou, plac’h yaouank, sell ha ro da skouarn, ankounac’ha da bobl ha ti da dad.

12  Ar roue a c’hoantaio evitañ da gaerded. Pa’z eo da aotrou, stou dirazañ.

13  Merc’h Tir gant profoù, hag ar re binvidikañ eus ar bobl a zeuio da enoriñ ac’hanout.

14  Merc’h ar roue a zo karget a c’hloar e diabarzh ar palez, he dilhad a zo graet gant gwiadennoù aour;

15  kinniget eo d’ar roue, gwisket a vroderezhioù, ha war he lerc’h, ar gwerc’hezed, he mignonezed, a zo degaset dit.

16  Degaset int gant joa ha levenez, antren a reont e palez ar roue.

17  Da vibien a zalc’ho e-lec’h da dadoù, o lakaat a ri da briñsed war an douar holl.

18  Me a lakaio da anv da vezañ brudet en holl oadoù, evel-se ar pobloù a enoro ac’hanout dalc’hmat ha da viken.

 

Salm 46

1  D’ar mestr-kaner; kanaouenn mibien Kora; war « Alamod » (= plac’h yaouank).

2  Doue eo hor repu hag hon nerzh, ur skoazell en estrenvan, aezet bras da gavout.

3  Setu perak n’hor bo ket aon pa vefe kemmesket an douar, pa vefe brañsellet ar menezioù e-kreiz ar mor,

4  pa yudfe e zoureier en ur vourbouilhat, ha pa lakafe o fulor ar menezioù da grenañ. ~Ehan~

5  Ur stêr hag he gwazhioù a laouena kêr Doue, lec’h santel chomlec’h an Uhel-Meurbet.

6  Emañ Doue en he c’hreiz ha ne vo ket brañsellet. Doue a ro sikour dezhi adalek distro ar mintin.

7  Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.

8  AOTROU an armeoù a zo ganeomp, Doue Jakob eo hor repu uhel. ~Ehan~

9  Deuit ha gwelit oberennoù an AOTROU, an distrujoù en deus graet war an douar.

10  Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c’hirri en tan.

11  Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.

12  AOTROU an armeoù a zo ganeomp, Doue Jakob eo hor repu uhel. ~Ehan~

 

Salm 47

1  D’ar mestr-kaner; salm mibien Kora.

2  C’hwi, pobloù, stlakit-holl ho taouarn! Laoskit kriadennoù a levenez da Zoue, gant ur vouezh drant!

3  Rak an AOTROU eo an Uhel-Meurbet, ar spouronus, ar roue meur war an douar holl.

4  Renkañ a ra ar pobloù dindanomp, hag ar broadoù dindan hon treid.

5  Dibab a ra deomp hon hêrezh, gloar Jakob a zo karet gantañ. ~Ehan~

6  Doue a zo pignet e-kreiz kriadennoù a levenez, an AOTROU a zo pignet e-kreiz son ar shofar.

7  Kanit da Zoue, kanit! Kanit d’hor roue, kanit!

8  Rak Doue eo roue an douar holl. Kanit ar c’hantik!

9  Doue a ren war ar broadoù, Doue a zo azezet war e dron santel.

10  Priñsed ar pobloù en em vod gant pobl Doue Abraham, rak da Zoue eo skoedoù an douar. Uhel-meurbet eo savet.

 

Salm 48

1  Kanaouenn; salm mibien Kora.

2  An AOTROU a zo bras ha din-meurbet da vezañ meulet, e kêr hon Doue, war e venez santel.

3  Menez Sion a sav gant gras, levenez an douar holl. War-zu an hanternoz emañ kêr ar roue meur.

4  Doue, en he falezioù, a zo anavezet evel ur repu uhel.

5  Rak setu, ar rouaned a oa en em unanet, deuet e oant asambles.

6  He gelet o deus? Sabatuet int bet, spouronet int bet, aet int kuit gant hast.

7  Eno ur grenadenn a zo kroget enno, un enkrez evel hini ur wreg a wilioud,

8  evel pa c’hwezh avel ar sav-heol o vruzunañ listri Tarsiz.

9  Ar pezh hor boa klevet, hon eus gwelet e kêr AOTROU an armeoù, e kêr hon Doue. Doue a gendalc’ho anezhi da viken. ~Ehan~

10  O Doue! Eus da vadelezh e oamp en gortoz e-kreiz da dempl.

11  Evel da anv, o Doue, evel-se eo da veuleudi betek pennoù an douar! Da du dehou a zo leun a reizhder.

12  Ra laouenaio Menez Sion, ra drido merc’hed Juda a levenez, abalamour da’z parnedigezhioù.

13  Grit an dro eus Sion, grit an dro d’he moger, kontit he zourioù,

14  eveshait he moger-difenn, sellit pizh ouzh he falezioù, evit o disklêriañ d’ar rummad da zont.

15  Rak an Doue-se eo hon Doue dalc’hmat ha da viken, hor ren a raio betek ar marv.

 

Salm 49

1  D’ar mestr-kaner; salm mibien Kora.

2  Selaouit kement-mañ, c’hwi holl bobloù, roit ho tivskouarn, c’hwi holl dud ar bed,

3  mibien ar bobl ha mibien ar re vras, pinvidien kenkoulz ha peorien!

4  Va genoù a zisklêrio komzoù fur, soñjoù va c’halon a zo leun a skiant.

5  Emaon o vont da reiñ va skouarn d’ar c’homzoù skiantek, disklêriañ a rin lavaroù diouzh son an delenn.

6  Perak em befe aon en deizioù ar gwalleur, pa’z on gronnet gant drougiezh va enebourien?

7  Fiziout a reont en o madoù, hag e tennont gloar eus fonnusted o finvidigezh.

8  Met an den ne c’hell ket dasprenañ e vreur, na paeañ da Zoue e zic’haou.

9  Rak daspren o ene a zo re ger, ha ne vo biken graet,

10  evit ma kendalc’hint da vevañ da virviken, ha ma ne welint ket ar poull.

11  Rak gwelout a raer e varv ar re fur. Ar genaoueg hag an diskiant a varv ivez, hag a lez o madoù da re all.

12  Soñjal a reont e pado o ziez da viken, hag o chomlec’hioù a oad da oad, roet o deus o anvioù d’o douaroù.

13  Met an den ne c’hell ket chom en e sked, heñvel eo ouzh al loened, mont a ra d’ar marv.

14  Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c’homzoù. ~Ehan~

15  Bountet int da lec’h ar marv evel un tropell, hag ar marv a gavo paskadur enno. Ar re reizh a reno warno adalek ar beure, o c’haerder a vo kuzumet e lec’h ar marv, pell eus o chomlec’hioù.

16  Met Doue a zaspreno va ene diouzh dorn lec’h ar marv, pa gemero ac’hanon gantañ. ~Ehan~

17  Na’z pez ket aon pa en em binvidika un den, pa gresk gloar e di,

18  rak, o vervel, ne gaso netra gantañ. E c’hloar ne ziskenno ket war e lerc’h.

19  Pa lakaio e ene eürus e-pad e vuhez, pa vi meulet abalamour ma rez vat dit da-unan,

20  mont a ri koulskoude etrezek rummad da dadoù, na adwelint biken ar sklêrijenn.

21  An den hag a zo en e sked ha n’en deus ket a skiant, a zo heñvel ouzh al loened, mont a ra d’ar marv.

 

Salm 50

1  Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c’huzh-heol.

2  Eus Sion, peurvat e kaerder, Doue en deus lugernet.

3  Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus.

4  Gervel a ra an neñvoù eus an nec’h, hag an douar evit barn e bobl:

5  Dastumit en-dro din va re leal, c’hwi hag hoc’h eus graet un emglev ganin dre un aberzh.

6  Hag an neñvoù a zisklêrio e reizhder, rak Doue e-unan eo a zeu da varn. ~Ehan~

7  Selaou, va fobl, hag e komzin; testeniañ a rin a-enep dit, o Israel! Me eo Doue, da Zoue.

8  Ne grozin ket dit diwar-benn da aberzhoù, da loskaberzhoù a zo dalc’hmat dirazon.

9  Ne gemerin ket ur c’hole en da di, nag ur bouc’h en da grevier,

10  rak holl anevaled ar c’hoadegoù a zo din, loened ar menezioù dre viliadoù.

11  Anavezout a ran holl laboused ar menezioù, ha kement a fiñv er parkeier a zo em galloud.

12  Mar em befe naon, ne lavarfen ket dit, rak din-me eo ar bed ha kement a zo ennañ.

13  Ha debriñ a ran kig ar c’holeoù nerzhus? Hag evañ a ran gwad ar bouc’hed?

14  Kinnig da Zoue un aberzh a veuleudi, peurc’hra da ouestloù d’an Uhel-Meurbet,

15  ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac’hanout ha te a roio gloar din.

16  Met Doue a lavar d’an den drouk: Ha dit-te eo da zibunañ va lezennoù, da gaout va emglev en da c’henoù?

17  Te a gasa ar c’hastiz, hag a daol va c’homzoù a-drek da gein.

18  Pa welez ul laer, en em blijez gantañ, ha da lod a zo gant an avoultrerien.

19  Lezel a rez da c’henoù da vont d’an droug, ha da deod a irienn touellerezh.

20  Pa azezez, e komzez a-enep da vreur, hag e tizenor mab da vamm.

21  Setu aze ar pezh ac’h eus graet hag em eus tavet. Kredet ec’h eus e oan e gwirionez eveldout. Da repren a rin hag e lakain an holl draoù-se dirak da zaoulagad.

22  Komprenit eta kement-se, c’hwi ar re a ankounac’ha Doue, gant aon na rogfen ha na vefe den da zieubiñ.

23  An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro gloar din, ha d’an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh Doue.

 

Salm 51

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  Pa zeuas Natan ar profed d’e gavout, goude ma voe aet David war-zu Bat-Sheba.

3  O Doue! Az pez truez ouzhin hervez da drugarez. Hervez braster da garantez, dilam va disentidigezh,

4  va gwalc’h da vat eus va direizhder, ha va glana eus va fec’hed,

5  rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va fec’hed a zo dirazon dalc’hmat.

6  Pec’het em eus a-enep dit, a-enep dit-te da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi reizh pa gomzi, didamall pa varni.

7  Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va mamm he deus va c’hoñsevet er pec’hed.

8  Setu, e karez ar wirionez er galon, hag ec’h eus roet din da anavezout ar furnez e-barzh ennon.

9  Va glana eus va fec’hed gant ar sikadez hag e vin naet, va gwalc’h hag e vin gwennoc’h eget an erc’h.

10  Va laka da glevout al levenez hag ar joa, ma laouenaio an eskern ac’h eus bruzunet.

11  Distro da zremm diouzh va fec’hedoù, diverk va direizhder.

12  O Doue! Krou ennon ur galon c’hlan, nevesa em diabarzh ur spered eeun,

13  na’m daol ket pell diouzh da zremm, ha na lam ket da Spered-Santel diganin.

14  Ro din en-dro levenez da silvidigezh, ha ra harpo ac’hanon ur spered a-youl-vat.

15  Kelenn a rin da hentoù d’ar re zisent, hag ar bec’herien a zistroio ouzhit.

16  Va dieub eus ar gwad skuilhet, o Doue, Doue va silvidigezh! Va zeod a gano kreñv da reizhder.

17  Aotrou, digor va muzelloù, ha va genoù a embanno da veuleudi.

18  Rak ne gavez ket plijadur en aberzhoù, anez e rofen dit. Met al loskaberzhoù ne blijont ket dit.

19  An aberzhoù a blij da Zoue eo ur spered bruzunet. O Doue! Ne zisprizez ket ur galon bruzunet ha keuziek.

20  Gra vad da Sion ez madelezh, sav mogerioù Jeruzalem.

21  Neuze e kavi plijadur en aberzhoù a reizhder, el loskaberzhoù hag en holl brofadennoù, neuze e vo kinniget dit koleoù yaouank war da aoter.

 

Salm 52

1  D’ar mestr-kaner; « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) David.

2  Pa zeuas Doeg an Edomad da reiñ keloù da Saül, ha da lavarout dezhañ e oa aet David da di Akimelek.

3  Perak e tennez gloar eus da zrougiezh, den galloudus? Madelezh Doue a bad da virviken.

4  Heñvel ouzh un aotenn lemm, da deod a soñj en distruj, oberour an touellerezh.

5  Karout a rez an droug muioc’h eget ar mad, ar gaou muioc’h eget ar c’homzoù gwirion. ~Ehan~

6  Ne garez nemet komzoù a zistruj, teod fall!

7  Ha Doue az tiskaro evit biken, hag e krogo ennout, hag ez tiframmo eus da deltenn, hag ez tiwrizienno eus douar ar re vev. ~Ehan~

8  Ar re reizh en gwelo, hag e toujint, hag e c’hoarzhint gantañ:

9  Setu aze an den ne gemere ket Doue evit e vod, hag a fizie en e binvidigezhioù, hag a lakae e nerzh en e fallentez!

10  Met me, evel un olivezenn c’hlas e ti Doue, me a fizio e madelezh Doue, a-viskoazh ha da viken.

11  Da veuliñ a rin atav evit ar pezh ac’h eus graet, hag ec’h esperin en da anv, rak madoberus eo evit da re leal.

 

Salm 53

1  D’ar mestr-kaner; war ar « Mahalad » (= kitar); « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) David.

2  An diskiant en deus lavaret en e galon: N’eus Doue ebet! En em vreinet int, graet o deus fallagriezhoù euzhus, n’eus den ebet a rafe ar mad.

3  Doue, eus lein an neñvoù, a daol e selloù war vibien an dud, evit gwelout hag-eñ ez eus unan bennak skiantek o klask Doue.

4  Holl int en em gollet, en em huduraet int holl asambles, n’eus den hag a rafe ar mad, n’eus ket unan.

5  Ha n’o deus anaoudegezh ebet ar re a ra ar fallentez? Lonkañ a reont va fobl evel ma tebrer bara, n’aspedont ket Doue.

6  Aze e-lec’h n’eus spont ebet, ez eont da vezañ leuniet a spouron, rak Doue a stlabezo eskern ar re a gamp a-enep dit. O rentañ a ri mezhek rak Doue en deus o zaolet kuit.

7  Piv a lakaio da zont eus Sion dieub Israel? Pa zegaso Doue e bobl en-dro eus ar sklavelezh, Jakob a laouenaio, Israel en devo levenez.

 

Salm 54

1  D’ar mestr-kaner; « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) David; gant ar binvioù-kerdin.

2  Pa zeuas ar Zifiz da lavarout da Saül: Ha n’emañ ket David kuzhet en hon touez?

3  O Doue! Va salv dre da anv, ha gra din reizhder dre da c’halloud.

4  O Doue! Selaou va fedenn, ro da skouarn da c’herioù va genoù.

5  Rak diavaezidi a zo savet a-enep din, tud taer a glask va buhez. N’o deus ket lakaet Doue dirak o daoulagad. ~Ehan~

6  Setu, Doue eo va sikour, an AOTROU a zo e-touez ar re a harp va ene.

7  Lakaat a raio an droug da gouezhañ war va enebourien. Hervez da wirionez, distruj anezho!

8  Me a ginnigo dit aberzhoù a-greiz galon, meuliñ a rin da anv, o AOTROU, rak mat eo,

9  rak dieubet en deus ac’hanon eus va holl ankenioù, ha va lagad en deus gwelet va enebourien.

 

Salm 55

1  D’ar mestr-kaner; « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) David; gant ar binvioù-kerdin.

2  O Doue! Ro da skouarn da’m fedenn, ha n’en em guzh ket ouzh va erbedennoù.

3  Va selaou ha respont din. Meskañ a ran em c’hlemm, hag e hirvoudan

4  dirak mouezh an enebour, dirak gwaskerezh an hini drouk, rak lakaat a reont ar gwalleur da gouezhañ warnon, hag e redont war va lerc’h gant fulor.

5  Va c’halon a gren em diabarzh, ha spontoù ar marv a zo kouezhet warnon.

6  An aon hag ar grenijenn a zo diskennet warnon, ar spont a zo en-dro din.

7  Lavaret em eus: O! Piv a roio din divaskell ar goulm? Nijal a rin da gavout diskuizh,

8  setu, tec’hout a rin pell, en em zerc’hel a rin er gouelec’h. ~Ehan~

9  Hastañ a rin tec’hout kuit, pell eus an avel taer, pell eus ar barr-amzer.

10  Kas anezho da netra, Aotrou, kemmesk o yezhoù, rak ne welan nemet taerder ha dirollerezh e kêr.

11  Ober a reont an dro dezhi deiz ha noz war he mogerioù, an distruj hag an drubuilh a zo en he c’hreiz.

12  An drougiezh a zo en he c’hreiz, ar gwaskerezh hag ar faosted ne bellaont ket diouzh e straedoù.

13  Rak n’eo ket un enebour a zismegañs ac’hanon, me a c’hellfe en gouzañv, va enebour n’eo ket an hini a gasae ac’hanon, me a guzhfe pell dioutañ,

14  met te eo, un den degemeret evel va c’hevatal, va c’henvreur ha va mignon.

15  Ni a gave plijadur o komz asambles, ni a yae da di Doue gant an engroez.

16  Ra soupreno ar marv anezho, ra ziskennint bev e lec’h ar marv, rak emañ an droug en o chomlec’hioù, en o c’halonoù.

17  Ha me, me a grio da Zoue, hag an AOTROU am saveteo.

18  D’abardaez, diouzh ar beure, da greisteiz, e hirvoudin hag e huanadin, hag e klevo va mouezh.

19  Lakaat a raio va ene e peoc’h, o tieubiñ anezhañ eus ar brezel a reer dezhañ, rak ez eus kalz a dud em enep.

20  Doue a glevo hag o izelaio, eñ hag a ren war e dron a bep amzer. ~Ehan~ Rak n’eus enno cheñchamant ebet, ha ne zoujont ket Doue.

21  Pep hini a astenn e zorn a-enep ar re a veve e peoc’h gantañ, terriñ a ra e emglev,

22  komzoù e c’henoù a zo dousoc’h eget an amann, met ar brezel a zo en e galon, e gomzoù a zo c’hwekoc’h eget an eoul, met klezeier noazh ez int.

23  Disamm da vec’h war an AOTROU hag e harpo ac’hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.

24  O Doue! Te o zaolo e foñs ar poull. An dud wadsec’hedik ha faotus ne dapint ket an hanter eus o deizioù. Met e fizian-me ennout.

 

Salm 56

1  D’ar mestr-kaner; « Miktam » (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war « Jonad-Elem Reshokim » (= koulm a c’hwezh-vat a bell). Pa grogas ennañ ar Filistined e Gad.

2  O Doue! Az pez truez ouzhin, rak an dud a red war va lerc’h, bemdez e reont din ar brezel, va gwaskañ a reont.

3  A-hed an deiz e red va enebourien war va lerc’h, rak kalz a ra brezel a-enep din, o Doue uhel-meurbet!

4  En deiz ma em bo aon, me a fizio ennout.

5  Doue a veulin hag e bromesa; e Doue e fizian ha ne’m eus aon rak netra. Petra a raio an dud din?

6  A-hed an deiz e kammont va c’homzoù, ne soñjont nemet noazout din.

7  En em vodañ a reont, en em zerc’hel a reont e lec’hioù kuzhet, spiañ a reont va fazioù, dre ma fell dezho kaout va buhez.

8  Harpañ a reont war an direizhder evit en em salviñ. O Doue, taol d’an traoñ ar pobloù en da fulor!

9  Niveriñ a rez va dont ha va mont, laka va daeroù ez lestr. Ha n’emaint ket ez levr?

10  En deiz ma krian, va enebourien a gilo en a-dreñv, gouzout a ran emañ Doue evidon.

11  Doue a veulin hag e bromesa, an AOTROU a veulin hag e bromesa.

12  E Doue e fizian ha ne’m eus aon rak netra. Petra a raio an dud din?

13  O Doue! Seveniñ a rin ar gouestloù am eus graet dit, ha trugarekadennoù a ginnigin dit.

14  Rak dieubet ec’h eus va ene eus ar marv, ha va zreid eus ar gouezhadenn, evit ma kerzhin dirak Doue e sklêrijenn ar re vev.

 

Salm 57

1  D’ar mestr-kaner; « Miktam » (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war « Al-Tashed » (= na zistruj ket). Pa dec’has er vougev dirak Saül.

2  Az pez truez, o Doue, az pez truez ouzhin! Rak va ene en em denn war-zu ennout. Tec’hout a ran dindan skeud da eskell, betek ma vo tremenet ar reuzioù.

3  Krial a ran d’an Doue uhel-meurbet, da Zoue a seven e oberenn em c’heñver.

4  Degas a raio eus an neñv hag am saveteo, lakaat a raio mezhek an hini a red war va lerc’h. ~Ehan~ Doue a gaso e vadelezh hag e wirionez.

5  Va ene a zo e-touez al leoned, emaon o chom e-touez tud o c’hwezhañ flammoù, tud a zo o dent goafioù ha biroù, hag a zo o zeod ur c’hleze lemm.

6  O Doue, sav war an neñvoù! Ra vo da c’hloar war an douar holl!

7  Stegnet o doa ur pech da’m fazioù, va ene a vrañselle, toullet o doa ur poull dirazon, kouezhet int ennañ. ~Ehan~

8  Prest eo va c’halon, o Doue! Prest eo va c’halon. Kanañ ha seniñ a rin.

9  Dihun, va gloar! Dihunit, va lud ha va zelenn! Me a ziaraogo ar gouloù-deiz.

10  Aotrou, da veuliñ a rin e-touez ar pobloù, da ganañ a rin e-touez ar broadoù,

11  rak da vadelezh a dap betek an neñvoù, ha da wirionez betek ar c’hoabr.

12  O Doue! Sav war an neñvoù! Ra vo da c’hloar war an douar holl!

 

Psalm 58

1  D’ar mestr-kaner; « Miktam » (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war « Al-Tashed » (= na zistruj ket).

2  Ha komz a rit e gwirionez hervez ar reizhder? Mibien an dud, ha barn a rit gant eeunder?

3  Pell ac’hane! En ho kalonoù e rit direizhder, war an douar e lakait da bouezañ taerder ho taouarn.

4  Ar re fall a zo gwallsiek adalek bronn o mamm, an dud gaouiat a zo dianket adalek ma’z int bet ganet.

5  Bez’ o deus ur binim heñvel ouzh binim an naer, an naer-wiber a serr e zivskouarn,

6  na selaou ket mouezh an achantourien, mouezh ar strobineller ampartañ.

7  O Doue! Torr o dent en o genoù, AOTROU, torr javedoù al leoned yaouank.

8  Ra redint evel an dour ha ra en em gollint. Pa stegnint o gwareg, ra vo torret o biroù.

9  Ra vint evel ar velc’hwedenn a ya kuit hag a deuz, hep gwelout an heol, evel kollad ur wreg.

10  A-raok n’o devo santet ho chaodouronoù an tan drein, glas pe danet, an avel o c’haso kuit.

11  An den reizh a laouenaio pa en devo gwelet ar veñjañs, gwalc’hiñ a raio e dreid e gwad an hini drouk.

12  Hag e vo lavaret: Ya bez’ ez eus un Doue evit an den reizh, ya bez’ ez eus un Doue oc’h ober reizhder war an douar.

 

Salm 59

1  D’ar mestr-kaner; « Miktam » (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war « Al-Tashed » (= na zistruj ket). Pa gasas Saül da eveshaat ouzh e di evit e lazhañ.

2  Va Doue, va dieub eus va enebourien, va diwall eus ar re a sav a-enep din.

3  Va dieub eus ar vicherourien a zireizhder, ha va savete eus an dud wadsec’hedik.

4  Rak setu, emaint war-c’hed evit lemel va buhez diganin. Tud c’halloudek a sav em enep, hep ma vefe dismegañs ennon, na drougiezh, o AOTROU!

5  Hep ma vefe fallentez ennon, e redont hag en em gempennont. Dihun da zont da’m sikour ha sell.

6  Te eta, AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel, dihun da weladenniñ an holl vroadoù. Na ra trugarez da hini ebet eus an dud fall ha drouk. ~Ehan~

7  Distreiñ a reont d’an abardaez en ur yudal evel chas, hag o redek kêr.

8  Setu e c’hwezhont kunujennoù eus o genoù, klezeier a zo war o muzelloù, rak lavarout a reont: Piv a glev?

9  Met te, AOTROU, te a c’hoarzho outo, te a raio goap eus an holl bobloù.

10  En abeg d’o nerzh, ouzhit-te eo e sellan, rak Doue eo va repu uhel.

11  Va Doue, en e vadelezh, am diaraogo. Doue a lakaio ac’hanon da welout gant levenez va enebourien.

12  Na lazh ket anezho, gant aon na ankounac’hafe va fobl. Kemmesk anezho dre da c’halloud ha stlap anezho d’an traoñ, o Aotrou hor skoed.

13  Pep komz eus o muzelloù a zo ur pec’hed eus o genoù. Ra vint eta tapet en o lorc’h, en abeg d’an droukpedennoù ha d’ar gevier a lavaront.

14  Kuzum anezho gant fulor, kuzum anezho ha ra na vint ken. Ra vo anavezet emañ Doue o ren war Jakob betek pennoù ar bed. ~Ehan~

15  Ra zistroint d’an abardaez en ur yudal evel chas, hag o redek kêr.

16  Ra ez aint aze hag amañ o klask debriñ, ha ra dremenint an noz hep bezañ leuniet.

17  Met me a gano da nerzh. Adalek ar beure e veulin da vadelezh, rak out bet va repu uhel ha va bodenn en deiz an estrenvan.

18  Te, va nerzh, me az meulo. Rak Doue eo va repu uhel, an Doue am laka da welout e vadelezh.

 

Salm 60

1  D’ar mestr-kaner; war « Shushan-Edud » (= lilienn flour); « Miktam » (= kanaouenn brizius-meurbet) David, evit kelenn.

2  Pa reas brezel a-enep Siriz eus Mezopotamia hag a-enep Siriz eus Zoba, ha pa zeuas Joab da drec’hiñ daouzek mil Edomad e traonienn an Holen.

3  O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec’h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!

4  Lakaet ec’h eus an douar da grenañ hag ec’h eus e ziframmet. Aoz e doulloù rak hejet eo bet.

5  Diskouezet ec’h eus da’z pobl traoù kalet. Roet ec’h eus deomp da evañ ur gwin mezvus.

6  Met roet ec’h eus d’ar re a zouj ac’hanout ur banniel evit tec’hout eus ar wareg. ~Ehan~

7  Abalamour da’z re garet-mat da vezañ dieubet, hor savete gant da du dehou hag hor selaou!

8  Doue en deus komzet en e santual, hag e laouenain. Lodennañ a rin Sichem, hag e vuzuilhin traonienn Sukkod,

9  Galaad a zo din, din eo Manase, Efraim eo moger va fenn, Juda eo va lezenner,

10  Moab eo ar gibell en em walc’han enni, teurel a ran va botez war Edom. Douar ar Filistined, laosk kriadennoù em enor!

11  Piv am reno etrezek ar gêr greñv? Piv am c’haso betek Edom?

12  Ha n’eo ket te, o Doue, hag ac’h eus hon taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoù?

13  Ro deomp sikour evit tec’hout diouzh an estrenvan, rak sikour an den n’eo nemet moged.

14  E Doue e vrezelimp gant nerzh, hag eñ eo a vac’ho hon enebourien.

 

Salm 61

1  D’ar mestr-kaner; gant ar binvioù-kerdin; eus David.

2  O Doue! Selaou va c’hriadenn, bez evezhius ouzh va fedenn!

3  Eus penn an douar e krian dit pa wana va c’halon. Va degas war ar roc’h-se, hag a zo re uhel evidon.

4  Rak bet out va repu, va zour kreñv dirak an enebour.

5  Chom a rin en da deltenn da viken. En em dennañ a rin dindan skeud da eskell. ~Ehan~

6  Rak te ac’h eus, o Doue, selaouet va gouestloù, roet ec’h eus din hêrezh ar re a zouj da anv.

7  Ro c’hoazh deizioù war zeizioù ar roue, ha ra vo e vloavezhioù a oad da oad!

8  Ra azezo da viken dirak Doue! Ro dezhañ da vezañ miret gant da vadelezh ha da lealded.

9  Neuze e kanin da anv da viken, hag e peurc’hrin va gouestloù bemdez.

 

Salm 62

1  D’ar mestr-kaner; hervez « Jedutun »; salm David.

2  Va ene en em harp war Doue hepken, anezhañ eo e teu va silvidigezh.

3  Eñ hepken eo va roc’h, va dieubidigezh, va repu uhel. Ne vin ket kalz brañsellet.

4  Betek pegoulz en em daolot war un den, evit e zistrujañ holl asambles, evel ur voger gosteziet, evel ur c’hleuz brañsellet?

5  Ne reont nemet irienniñ evit e lakaat da gouezhañ eus e uhelenn. En em blijout a reont er gaou. Gant o genoù e vennigont, met gant o c’halon e villigont. ~Ehan~

6  Va ene, diskuizh e Doue hepken, rak va gortoz a zo ennañ.

7  Eñ hepken eo va roc’h, va dieubidigezh, va repu uhel. Ne vin ket brañsellet.

8  E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar. Va roc’h nerzhus, va skoazell a zo e Doue.

9  Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu. ~Ehan~

10  Ar re vihan n’int nemet netra, ar re vras n’int nemet gaou. Lakaet er valañs, e vefent holl asambles skañvoc’h eget an netra zoken.

11  Na fiziit ket en taerder, ha na vezit ket touellet gant al laeroñsi. Mar kresk ar binvidigezh, na lakait ket enni ho kalon.

12  Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.

13  Dit-te ivez, Aotrou, an drugarez! Ya, te a roio en-dro da bep hini hervez e oberennoù.

 

Salm 63

1  Salm David, pa oa e gouelec’h Juda.

2  O Doue! Te eo va Doue, da glask a ran adalek ar beure, ve ene en deus sec’hed ac’hanout, va c’hig a hirvoud davedout en douar kras-mañ, disec’het hag hep dour,

3  evit gwelout da nerzh ha da c’hloar, evel ma em eus da welet e-barzh ar santual.

4  Rak da vadelezh a zo gwelloc’h eget ar vuhez, va muzelloù a gano da veuleudi.

5  Evel-se e vennigin ac’hanout va buhez pad, sevel a rin va daouarn en da anv.

6  Va ene en deus e walc’h a vel hag a lard, va genoù a veul ac’hanout gant kriadennoù a levenez.

7  Pa soñjan ennout war va gwele, e prederian ennout e-pad beilhadennoù an noz.

8  Rak te eo va sikour. Setu perak e laouenain dindan skeud da eskell.

9  Va ene a zo en em staget ouzhit evit da heuliañ, ha da du dehou am dalc’h.

10  Met ar re a glask va buhez evit he distrujañ, a ziskenno e donderioù an douar.

11  Roet e vint da droc’h ar c’hleze, ur preizh e vint d’al lern.

12  Met ar roue a laouenaio e Doue, ha piv bennak a douo drezañ en devo gloar. Rak genoù ar re a gomz e gaou a vo serret.

 

Salm 64

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  O Doue! Selaou va mouezh pa gomzan, diwall va buhez diouzh an enebour am spouron.

3  Va gwarez diouzh irienn ar re zrouk, diouzh tousmac’h ar vicherourien a zireizhder,

4  a lemm o zeod evel ur c’hleze, a gempenn o c’homz c’hwerv evel ur bir,

5  evit tennañ dre guzh war an den didamall. Tennañ a reont a daol-trumm a-enep dezhañ, ha n’o deus ket a zoujañs.

6  Startaat a reont en ur c’hoant fall. Ne gomzont nemet eus kuzhat stignoù, hag e lavaront: Piv en gwelo?

7  Ijinañ a reont faosoni: Setu, ni a zo prest, ar raktres a zo graet! Ya, e diabarzh an den, kalon pep hini a zo un donder.

8  Met Doue a daol outo ur bir. A daol-trumm ez int skoet.

9  Kouezhañ a reont dre o zeodoù o-unan. An holl re a wel anezho a hej o fenn.

10  An dud a zo holl leuniet a zoujañs, disklêriañ a reont oberennoù Doue, hag ec’h eveshaont ouzh ar pezh en deus graet.

11  An den reizh a laouenaio en AOTROU hag en em denno etrezek ennañ. An holl re o deus ar galon eeun, a gavo gloar a gement-se.

 

Salm 65

1  D’ar mestr-kaner; salm David; kanaouenn.

2  O Doue! Ar veuleudi a c’hortoz ac’hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.

3  O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a zeuio betek ennout.

4  An direizhder en doa trec’het warnon, met te a bardono hon disentidigezh.

5  Eürus an hini a zibabez hag a lakaez da chom en da leurioù! Leuniet e vimp eus madoù da di, eus santelezh da balez.

6  Respont a ri deomp dre vurzhudoù, hervez da reizhder, o Doue hor silvidigezh, esperañs pennoù pellañ an douar hag ar mor!

7  Derc’hel a ra start ar menezioù dre e nerzh, gourizet eo a c’halloud.

8  Sioulaat a ra trouz ar morioù, trouz o c’hoummoù ha ragach ar pobloù.

9  Hag ar re a zo o chom e pennoù an douar a zouj dirak da vurzhudoù. Lakaat a rez da ganañ gant levenez ar sav-heol hag ar c’huzh-heol.

10  Gweladenniñ a rez an douar, e zourañ a rez, e binvidikaat gant fonnusted. Gwazhioù Doue a zo leun a zour, kempenn a rez o gwinizh, goude ma ec’h eus evel-se kempennet an douar.

11  Dourañ a rez e irvi hag e plaenaez e vouded, e wakaat a rez gant glav fin hag e vennigez e ziwan.

12  Kuruniñ a rez ar bloaz gant da vadoù, ha rodoù da garr a laosk ar fonnusted.

13  He skuilhañ a reont war beurvanoù ar gouelec’h, hag an torgennoù a zo gwisket a levenez.

14  Ar maezioù a zo goloet a dropelloù, hag an traoniennoù a zo leun a winizh. Tridal a reont a gement-se hag e kanont.

 

Salm 66

1  Kanaouenn; salm; d’ar mestr-kaner. Laoskit kriadennoù a levenez da Zoue, c’hwi holl dud an douar!

2  Kanit gloar e anv, meulit anezhañ, roit dezhañ gloar.

3  Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.

4  An douar holl a stouo dirazout, kanañ a raio da’z enor, kanañ a raio da’z anv. ~Ehan~

5  Deuit ha gwelit oberennoù Doue. Burzhudus eo er pezh a ra e-keñver mibien an dud.

6  Cheñchet en deus ar mor en douar sec’h. Treuzet hon eus ar stêr war droad. Eno omp laouenaet ennañ.

7  Ren a ra da viken dre e c’halloud, e zaoulagad a evesha ouzh ar broadoù, evit na savo ket ar re zisuj. ~Ehan~

8  Pobloù, bennigit hon Doue, roit da glevout ho mouezh dre veuleudioù evitañ,

9  eñ hag en deus miret ar vuhez d’hon ene, ha n’en deus ket lezet hon treid da gouezhañ.

10  Rak hon amprouet ec’h eus, o Doue! Lakaet ec’h eus ac’hanomp da dremen dre an teuzlestr evel an arc’hant.

11  Hon degaset ez poa er roued, lakaet war hon divgroazell ur bec’h pounner,

12  lakaet ez poa tud da bignat war hor pennoù, aet e oamp en tan hag en dour, met hol lakaet ec’h eus er frankiz hag er fonnusted.

13  Mont a rin ez ti gant loskaberzhoù, hag e sevenin va gouestloù,

14  o deus lavaret va muzelloù, hag en deus disklêriet va genoù en estrenvan.

15  Kinnig a rin dit deñved lart da loskaberzhoù, gant meot mogedus war an aoter. Hag ec’h aberzhiñ ejened gant bouc’hed. ~Ehan~

16  C’hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da’m ene.

17  Me am eus e aspedet eus va genoù, evel-se va zeod ivez en meulo.

18  Mar em befe soñjet ur fallentez bennak em c’halon, an Aotrou n’en dije ket va selaouet.

19  Met a-dra-sur Doue en deus va selaouet, roet en deus ar skouarn da vouezh va fedenn.

20  Benniget ra vo Doue, n’en deus ket taolet kuit va fedenn, na tennet e vadelezh diganin.

 

Salm 67

1  D’ar mestr-kaner; salm; kanaouenn; gant binvioù-kerdin.

2  Ra en devo Doue truez ouzhimp ha ma hor bennigo, ra lakaio e zremm da lugerniñ warnomp, ~Ehan~

3  evit ma vo anavezet da hent war an douar, ha da silvidigezh e-touez an holl vroadoù.

4  Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac’hanout.

5  Ar broadoù a laouenaio hag a gano gant levenez, rak barn a ri ar pobloù gant eeunder, hag e reni ar broadoù war an douar.

6  Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac’hanout.

7  An douar en deus roet e frouezh, Doue, hon Doue, a vennigo ac’hanomp.

8  Doue a vennigo ac’hanomp, hag holl bennoù an douar a zoujo anezhañ.

 

Salm 68

1  Salm; kanaouenn David; d’ar mestr-kaner.

2  Ra savo Doue hag e enebourien a vo stlabezet, ar re a gasa anezhañ a dec’ho kuit a-zirazañ.

3  O stlabezañ a ri evel ma en em stlabez ar moged, evel ma teuz koar en tan. Evel-se ez aio da get ar re fall dirak Doue.

4  Met ar re reizh a laouenaio, trec’hiñ a raint dirak Doue, hag e tridint gant levenez.

5  Kanit da Zoue, meulit e anv, kempennit hent an hini a zeu er plaenennoù! An AOTROU eo e anv, laouenait dirazañ!

6  Tad ar vinored ha difenner an intañvezed, Doue eo en e chomlec’h santel.

7  Doue a ro un tiegezh d’ar re a oa o-unan, dieubiñ a ra ar re zalc’het hag o laka er frankiz, met ar re zisent a zo o chom el lec’hioù sec’h.

8  O Doue, pa’z out aet a-raok da bobl, pa ec’h eus kerzhet er gouelec’h, ~Ehan~

9  an douar a grenas, an neñvoù zoken a zeuas da vezañ dour dirak Doue, ar Sinai zoken a grenas dirak Doue, Doue Israel.

10  Skuilhet ec’h eus ur glav madoberus, o Doue, rentet ec’h eus nerzh da’z hêrezh skuizhet.

11  Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c’hlac’haret.

12  An Aotrou a ro da glevout e c’her, kannadezed ar c’heloù mat a zo un armead vras.

13  Rouaned an armeoù a dec’h. Tec’hout a reont, hag an hini a chom er gêr a ra lodennoù gant an diwisk.

14  C’hwi hag a chom gourvezet e-kreiz ar parkeier, e tegemerit eskell arc’hantek ar goulm hag he fluñv melen-aour.

15  Pa stlabezas an Holl-C’halloudeg ar rouaned, an douar a zeuas da vezañ gwenn evel erc’h ar Salmon.

16  Menez Doue, menez Basan, menez gant leinoù niverus, menez Basan,

17  perak e savit, menezioù gant leinoù niverus, a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec’h? An AOTROU a vo o chom eno da viken.

18  Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c’hreiz, ar Sinai a zo er santual.

19  Pignet out d’an nec’h, kaset ec’h eus dalc’het an dalc’herezh, degemeret ec’h eus donezonoù evit an dud, ya zoken evit ar re zisent, ma vo o chom an AOTROU Doue en o zouez.

20  Benniget ra vo an AOTROU, eñ hag a leugn ac’hanomp bemdez! Pa vec’hier ac’hanomp, Doue eo hon dieubidigezh. ~Ehan~

21  Doue a zo evidomp an Doue a zieubidigezh. An AOTROU hon Doue eo a denn eus ar marv.

22  A-dra-sur Doue a vruzuno penn e enebourien, klopenn blevek eus hini a gerzh en e dorfedoù.

23  An Aotrou en deus lavaret: O degas a rin eus Basan, o degas a rin eus donderioù ar mor,

24  evit ma soubi da droad er gwad ha m’en devo teod da chas e lodenn eus an enebourien.

25  Gwelet eo bet da gerzh, o Doue, kerzh va Doue, va Roue, er santual.

26  Ar ganerien a yae a-raok, war o lerc’h an delennourien, e-kreiz ar merc’hed yaouank o skeiñ war an taboulinig.

27  Bennigit Doue er bodadennoù, bennigit an Aotrou, c’hwi eus mammenn Israel!

28  Eno emañ Benjamin, ar bihanañ hag ar rener, priñsed Juda hag o engroez, priñsed Zabulon, priñsed Neftali.

29  Da Zoue en deus gourc’hemennet ma vi galloudek. Starta, o Doue, ar pezh ac’h eus graet evidomp!

30  E-barzh da dempl e Jeruzalem, ar rouaned a zegaso profoù dit.

31  Gourdrouz loen ar raoskl, tolpad an tirvi gant leueoù ar pobloù, ar re a zo gwisket a laonennoù arc’hant. Stlabezañ a ra ar pobloù en em blij er brezelioù.

32  Ar re vras a zeuio eus an Ejipt. Kush a hasto astenn he daouarn etrezek Doue.

33  Rouantelezhioù an douar, kanit da Zoue! Salmit d’an Aotrou, ~Ehan~

34  d’an Hini a ya war-raok douget war neñvoù an neñvoù, an neñvoù peurbadus! Setu ma sav e vouezh, e vouezh c’halloudus.

35  Roit an nerzh da Zoue! E veurded a zo war Israel hag e nerzh er c’hoabrennoù.

36  Eus da santualioù, o Doue, en em ziskouezez burzhudus. Eñ eo, Doue Israel, a ro nerzh ha galloud d’ar bobl. Benniget ra vo Doue!

 

Salm 69

1  D’ar mestr-kaner; salm David; war « Shoshannim » (= al lili).

2  Va savete, o Doue, rak an doureier o deus tizhet va buhez.

3  Sankañ a ran en ur fankigell don, e-lec’h ma kollan sont. Aet on e donder an doureier hag an tonnoù o deus va goloet.

4  Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec’het, va daoulagad en em guzum o c’hortoz va Doue.

5  Ar re a gasa ac’hanon hep abeg a zo niverusoc’h eget blev va fenn. Ar re am harz hag a zo va enebourien hep abeg a greñva. Ret eo din neuze rentañ ar pezh ne’m eus ket kemeret.

6  O Doue! Anavezout a rez va follentez, va faotoù n’int ket kuzhet ouzhit.

7  Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoù! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac’hanout en abeg din, o Doue Israel!

8  Rak evidout eo e tougan an dismegañs, hag he deus ar vezh goloet va dremm.

9  Deuet on da vezañ un diavaeziad evit va breudeur, un den dianavez evit mibien va mamm.

10  Rak ar gred evit da di en deus va devet, ha dismegañsoù ar re a zismegañs ac’hanout a zo kouezhet warnon.

11  Gouelet em eus en ur yunañ, ar pezh a zo bet zoken un dismegañs din.

12  Kemeret em eus ivez ar sac’h evit gwiskamant, met bet on an abeg d’o goap.

13  Ar re a zo azezet ouzh an nor a gomz diwar va fenn. An everien voeson a ra ac’hanon an abeg d’o sonioù.

14  Evidon-me, va fedenn a ya dit, o AOTROU, en amzer da drugarez. O Doue, respont din hervez da vadelezh vras ha va dieub hervez da fealded!

15  Va zenn eus ar fankigell, ha ra ne sankin ket enni. Ra vin dieubet eus va enebourien hag eus an doureier don,

16  ra ne vin ket goloet gant red an doureier, ra ne vin ket lonket gant an islonk, ra ne serro ket ar poull e c’henoù warnon!

17  AOTROU, respont din, rak da vadelezh a zo divent. Hervez ar braster eus da druez, tro etrezek ennon!

18  Na guzh ket da zremm diouzh da servijer, rak en estrenvan on. Hast, respont din!

19  Tosta ouzh va ene ha daspren-eñ, en abeg da’m enebourien, va dieub!

20  Te a anavez va dismegañs, va mezh, va c’hemmesk. Va holl enebourien a zo dirak da zaoulagad.

21  An dismegañs he deus rannet va c’halon, hag e hirvoudan. Gortozet em eus truez met en aner, frealzerien met n’em eus ket kavet.

22  Lakaat a reont bestl em boued, hag e roont din da evañ gwinegr em sec’hed.

23  Ra zeuio da vezañ o zaol ur pech dirazo, hag ur roued en o surentez!

24  Ra deñvalaio o daoulagad evit na welint ket, ha laka o lounezhi da vrañsellat dalc’hmat!

25  Skuilh warno da fulor, ha ra zeuio tan da gounnar d’o zapout!

26  Ra vo o chomlec’h didud, ha ra ne vo den o chom dindan o zeltennoù!

27  Rak heskinañ a reont an hini ac’h eus skoet, hag e tisklêriont glac’har ar re ac’h eus gouliet.

28  Laka direizhder war o direizhderioù, ha ra n’o devo lod ebet en da reizhder.

29  Ra vint lamet eus al levr a vuhez, ha ra ne vint ket enskrivet gant ar re reizh.

30  Evidon-me, glac’haret on hag er boan. Da zieubidigezh, o Doue, am lakaio en ur repu uhel!

31  Meuliñ a rin anv Doue dre ganaouennoù, e uhelaat a rin dre veuleudioù.

32  Kement-se a blijo gwelloc’h d’an AOTROU eget ur c’hole, eget ul leue o kaout kerniel hag an ivin rannet.

33  Ar re izel en gwelo hag a laouenaio, ho kalon a vevo a-nevez, c’hwi hag a glask Doue.

34  Rak an AOTROU a selaou an ezhommeien, ne zispriz ket e brizonidi.

35  Ra veulo anezhañ an neñvoù hag an douar, ar morioù ha kement a fiñv enno!

36  Rak Doue a saveteo Sion hag a savo kêrioù Juda. Enno e vo tud o chom, hag e vint perc’hennet.

37  Gouenn e servijerien he devo anezho da hêrezh, ar re a gar e anv o devo o chomlec’h enno.

 

Salm 70

1   D’ar mestr-kaner; salm David; da vezañ un eñvor.

2  O Doue, hast va dieubiñ! AOTROU, deus buan da’m sikour!

3  Ra vo mezhek ha ra ruzio ar re a glask diskar va buhez. Ra ez aio war-dreñv ha ra vo mesket ar re a fell dezho va c’holl!

4  Ra ez aio war-dreñv en abeg d’o mezh, ar re a lavar: A! A!

5  Ra drido ha ra laouenaio ennout an holl re a glask ac’hanout. Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zieubidigezh: Kanmeulet ra vo Doue!

6  Me a zo glac’haret hag ezhommek. O Doue, hast dont da’m c’havout! Te eo va sikourer ha va dieuber, AOTROU, na zale ket!

 

Salm 71

1  AOTROU en em dennet on da’z kavout, ra ne vin ket mezhek, biken!

2  Va dieub dre da reizhder ha va laka da dec’hout! Stou da skouarn war-zu ennon ha va savete!

3  Bez evidon ur roc’h a vodenn, e-lec’h ma c’hellin atav en em denn. Urzhiet ec’h eus ma vefen salvet, rak te eo va roc’h ha va c’hreñvlec’h.

4  Va Doue, va dieub eus dorn an den fall, eus dorn an den drouk hag ar gwasker.

5  Rak te eo va esperañs, Aotrou AOTROU, va fiziañs adalek va yaouankiz.

6  En em harpet on warnout adalek va ganedigezh. Te eo an hini am zennas eus kof va mamm, te eo va meuleudi e pep amzer.

7  Bet on evel ur burzhud dirak daoulagad kalz, met te eo va bodenn greñv.

8  Ra vo va genoù leuniet eus da veuleudi ha da c’hloar bemdez!

9  Na’m zaol ket kuit en amzer ar gozhni, pa’z a va nerzh kuit, na’m dilez ket,

10  rak va enebourien a gomz ac’hanon, ar re a spi va ene en em guzuilh asambles,

11  o lavarout: Doue en deus e zilezet, redit war e lerc’h ha tapit anezhañ, rak n’eus den d’e zieubiñ.

12  O Doue, na bella ket diouzhin! Va Doue, hast dont da’m sikour!

13  Ra vo enebourien va ene goloet a zismegañs hag a vezh. Ra vo mezhek ar re a fell dezho va c’holl, ha ra varvint.

14  Met me a espero atav, hag e veulin ac’hanout muioc’h-muiañ.

15  Va genoù a embanno bemdez da reizhder ha da zieubidigezhioù, rak n’anavezan ket an niver anezho.

16  Mont a rin en ur veuliñ da oberennoù bras Aotrou AOTROU. Brudañ a rin da reizhder hepken.

17  O Doue! Va c’helennet ec’h eus adalek va yaouankiz, ha betek bremañ em eus embannet da vurzhudoù.

18  Zoken betek ar gozhni, betek ar gozhni wenn, o Doue, na’m dilez ket, ken na’m bo embannet nerzh da vrec’h d’ar rummad-mañ, da c’halloud d’an holl re a vo ganet,

19  ha da reizhder savet uhel, o Doue! Ober a rez traoù bras, o Doue, piv a zo heñvel ouzhit?

20  Va lakaet ec’h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.

21  Kreskiñ a ri va braster, hag e frealzi ac’hanon adarre.

22  Hag e veulin ac’hanout war al lud evit da fealded, o va Doue! Kanañ a rin evidout war an delenn, o Sant Israel!

23  Va muzelloù ha va ene ac’h eus dasprenet a gano gant levenez pa veulin ac’hanout.

24  Va zeod ivez a adlavaro da reizhder bemdez, rak ar re a glask va gwalleur a vo mezhek hag a ruzio.

 

Salm 72

1  Eus Salomon. O Doue, ro da varnedigezhioù d’ar roue, ha da reizhder da vab ar roue!

2  Ra varno da bobl gant reizhder ha da ezhommeien gant eeunder.

3  Ar menezioù hag an torgennoù a roio ar berzh d’ar bobl, dre an ober eus da reizhder.

4  Reiñ a raio o gwir d’an ezhommeien eus ar bobl, saveteiñ a raio bugale ar paour, hag e flastro ar gwasker.

5  Da zoujañ a reor e-keit ha ma pado an heol hag al loar, a oad da oad.

6  Bez’ e vo evel ur glav o kouezhañ war an azfoenn, evel ur glav fin o tourañ an douar.

7  En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc’h, betek ma ne vo ken al loar.

8  Ren a raio eus ur mor d’egile, hag adalek ar stêr betek pennoù an douar.

9  Tud ar gouelec’h a blego dirazañ, e enebourien a lipo ar poultr.

10  Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.

11  An holl rouaned a stouo dirazañ, an holl bobloù a servijo anezhañ.

12  Rak dieubiñ a raio ar paour o c’harmiñ hag an ezhommeg hep sikour.

13  Truez en devo ouzh an hini gwalleürus hag ouzh ar paour, saveteiñ a raio eneoù ar beorien.

14  Dasprenañ a raio o ene eus ar gwaskerezh hag eus an taerder, hag o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad.

15  Bevañ a raio hag e vo roet dezhañ aour Seba. Hep paouez e pedor evitañ ha bemdez e vo benniget.

16  Ar gwinizh a fonno er vro, war-lein a menezioù. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c’hêrioù evel geot an douar.

17  E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.

18  Benniget ra vo an AOTROU Doue, Doue Israel, an hini hepken a ra traoù burzhudus.

19  Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo an douar holl leuniet gant e c’hloar! Amen! Amen!

20  Echu eo pedennoù David, mab Jese.

 

Trede Levr: Salmoù 73-89

 

Salm 73

1  Salm Azaf. Ya, Doue a zo mat evit Israel, evit ar re a zo glan o c’halon.

2  Evidon, war-bouez nebeud en deus manket va zroad, ha war-bouez nebeud o deus strebotet va c’hammedoù,

3  rak on bet avius ouzh ar re ziskiant, o welout berzh ar re zrouk.

4  N’int ket ereet betek o marv, o nerzh a zo en e leunder.

5  Pa vez ar re varvus en poan, int ne vezont ket. N’int ket tizhet gant an dud.

6  Setu perak al lorc’h a ra an dro dezho evel ur gelc’henn, hag an taerder o golo evel ur gwiskamant.

7  O daoulagad a zo c’hwezet gant al lard. Gwelout a reer c’hoantoù o c’halon.

8  Goapaerien int hag e komzont gant drougiezh eus gwaskerezh. Komz a reont gant rogentez.

9  Kas a reont o genoù betek an neñv, hag o zeod a red an douar.

10  Neuze e bobl a zistro daveto, pa o deus da evañ dour c’hrerv gant fonnusted,

11  hag e lavaront: Penaos e oufe Doue? Ha penaos en defe anaoudegezh an Uhel-Meurbet?

12  Setu, ar re-se a zo drouk, hag atav eürus, e tastumont pinvidigezhioù.

13  A-dra-sur en aner eo em eus naetaet va c’halon, hag em eus gwalc’het va daouarn en dinammded,

14  rak skoet on bemdez, va c’hastiz a zistro bep mintin.

15  Ma em bije lavaret: Me a gomzo evelto, setu e vijen disleal da ouenn da vibien.

16  Neuze em eus prederiet evit kompren an traoù-se. Me am eus kavet din diaes kement-se,

17  betek ma’z on aet e santual Doue, ha ma em eus taolet evezh ouzh diwezh an dud-se.

18  Rak o lakaez e lec’hioù risklus, hag e rez dezho kouezhañ e poulloù.

19  Setu, distrujet int a-daol-trumm, lamet ha kuzumet dre un termen buan.

20  Evel un huñvre pa zihuner, evel-se, AOTROU, pa zihunez e lakaez en dispriz o skeudenn aner.

21  Pa c’hlac’hare evel-se va c’halon, pa en em drubuilhen va-unan,

22  neuze e oan diboell hag hep anaoudegezh, bez’ e oan dirazout evel loened.

23  Met me a vo dalc’hmat ganit, va c’hemeret ec’h eus dre va dorn dehou,

24  va ren a ri dre da guzul, ha neuze em degemeri er c’hloar.

25  Piv all am eus en neñv nemedout? Ne gavan plijadur nemet ennout war an douar.

26  Va c’hig ha va c’halon a zo dinerzh, met Doue eo roc’h va c’halon ha va lod da viken.

27  Rak setu, ar re a bella diouzhit a varvo. Lemel a ri kuit an holl re a zistroio diouzhit.

28  Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.

 

Salm 74

1  « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) Azaf. Perak, o Doue, ec’h eus hon distaolet da viken, perak e tivoged da gounnar a-enep tropell da beurvan?

2  Az pez soñj eus da vodadenn ac’h eus prenet gwechall, ac’h eus dasprenet evit bezañ meuriad da hêrezh. Az pez soñj eus Menez Sion e-lec’h ma ec’h eus graet da chomlec’h.

3  Kas da gammedoù etrezek an dismantroù peurbadus-se: an enebour en deus distrujet holl er santual.

4  Da enebourien o deus yudet e-kreiz da leurioù, lakaet o deus evit arouez o arouezioù.

5  En em ziskouez a reont evel tud o sevel bouc’hili e tevder ur goadeg.

6  Ha dija e trailhont an holl skultadurioù, gant bouc’hili ha morzholioù.

7  Entanet o deus da santual, taolet d’an douar ha disakret o deus chomlec’h da anv.

8  Lavaret o deus en o c’halon: Distrujomp holl! Devet o deus dre ar vro holl lec’hioù-emgav Doue.

9  Ne welomp ken hon arouezioù, n’eus ken a brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz…

10  betek pegoulz, o Doue, e tismegañso ar gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?

11  Perak e tennez da zorn ha da du dehou? Tenn eñ eus da vruched, ha distruj!

12  Met Doue eo va Roue a bep amzer, eñ a ober dieubidigezhioù e-kreiz an douar.

13  Te eo a faoutas ar mor dre da c’halloud, hag a zrailhas pennoù an erevent war an doureier.

14  Te eo a frikas pennoù al Leviatan, hag en roas da voued da bobl ar gouelec’h.

15  Te eo a lakaas mammennoù ha gwazhioù da strinkañ, hag a zisec’has stêrioù dihesk.

16  Dit-te eo an deiz, dit-te ivez eo an noz. Te eo a grouas ar sklêrijenn hag an heol.

17  Te eo en deus lakaet holl harzoù an douar. An hañv hag ar goañv, te eo en deus o graet.

18  Az pez soñj penaos an enebour a zismegañs, o AOTROU, ha penaos ur bobl diskiant a zispriz da anv!

19  Na lez ket gant al loened buhez da durzhunell, n’ankouaez ket da viken tropell da ezhommeien.

20  Sell ouzh da emglev, rak lec’hioù teñval an douar a zo leun eus toulloù a daerder.

21  Ra ne zistro ket an ezhommeg mezhek, ra veulo ar reuzeudig hag ar paour da anv!

22  Sav, o Doue, difenn da gaoz! Az pez soñj eus an dismegañs a zo graet bemdez gant an den diskiant.

23  N’ankounac’ha ket kriadennoù da enebourien, an trouz bepred o kreskiñ eus ar re a sav en da enep.

 

Salm 75

1  D’ar mestr-kaner; war « Al-Tashed » (= na zistruj ket); salm; kanaouenn Azaf.

2  Ni az meulo, o Doue, ni az meulo, da anv a zo tost deomp. Disklêriañ a reer da vurzhudoù.

3  En amzer merket ganin, e varnin gant eeunder.

4  Emañ an douar hag e holl annezidi o krenañ, me am eus startaet e beulioù. ~Ehan~

5  Lavaret em eus d’ar re lorc’hus: Na fougeit ket! Ha d’ar re zrouk: Na savit ket ho korn!

6  Na savit ket ho korn d’an nec’h! Na reudit ket ho kouzoug evit komz gant rogoni!

7  Rak n’eo ket eus ar sav-heol, nag eus ar c’huzh-heol, nag eus ar gouelec’h e teu ar savidigezh,

8  met Doue eo a varn. Izelaat a ra an eil hag e sav egile.

9  Rak emañ e dorn an AOTROU un hanaf ma verv ennañ ar gwin. Leun eo a win mesket, hag e skuilh dioutañ. A-dra-sur holl re zrouk an douar a evo ar ouelezenn anezhañ.

10  Ha me a zisklêrio an traoù-se da viken. Me a gano da Zoue Jakob.

11  Terriñ a rin holl nerzhoù ar re zrouk, met nerzhoù an den reizh a vo savet.

 

Salm 76

1  D’ar mestr-kaner; salm Azaf; kanaouenn gant binvioù-kerdin.

2  Doue a zo anavezet e Juda, e anv a zo bras en Israel.

3  E Salem emañ e deltenn, e Sion emañ e chomlec’h.

4  Eno eo en deus torret foeltr ar wareg, ar skoed, ar c’hleze hag an emgann. ~Ehan~

5  Te a zo lugernus ha leun a splannder, muioc’h eget menezioù al laeron.

6  Diwisket int bet, an dud a galon greñv, bez’ e oant o kousket, hag an holl dud nerzhus-se n’o deus ken kavet o daouarn.

7  Da’z kourdrouz, Doue Jakob, kirri ha kezeg a zo bet skoet a vorgousk.

8  Te a zo burzhudus, piv a c’hell padout dirazout adalek ma en em ziskouez da gounnar?

9  Pa embannez da varnedigezh eus an neñvoù, an douar a zo spouronet hag en em zalc’h sioul,

10  pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar. ~Ehan~

11  A-dra-sur, fulor an den a dro da’z meuleudi, pa wiskez da gounnar.

12  Grit gouestloù hag o sevenit d’an AOTROU ho Toue. Ra zegaso an holl re a zo en-dro dezhañ profoù d’an Hini burzhudus.

13  Diskar a ra lorc’hentez ar briñsed, spouronus eo evit rouaned an douar.

 

Salm 77

1  D’ar mestr-kaner; hervez « Jedutun »; salm Azaf.

2  Va mouezh a sav da Zoue hag e krian. Va mouezh a sav da Zoue hag e selaouo ac’hanon.

3  En deiz va estrenvan, em eus klasket an Aotrou. E-pad an noz, va dorn a oa astennet etrezek ennañ ha ne skuizhe ket. Va ene ne felle ket dezhañ bezañ frealzet.

4  Soñj em boa eus Doue hag e huanaden. Prederiañ a raen ha va spered a oa dinerzh. ~Ehan~

5  Dalc’het ez poa va daoulagad digor er beilhadennoù. Trubuilhet e oan ha ne c’hellen ket komz.

6  Soñjal a raen en deizioù a wechall, e bloavezhioù an amzer dremenet.

7  Soñj am boa eus va hesoniezh noz, prederiañ a raen em c’halon, ha va spered a eveshae.

8  An AOTROU, ha teurel a raio kuit da viken? Ha ne vo ken madelezhus?

9  E vadelezh, ha paouezet he deus da viken? E c’her, hag echu eo betek an holl oadoù?

10  Doue, hag ankounac’haet en deus kaout trugarez? Ha bez’ en deus en e gounnar serret e drugarez?

11  Lavaret em eus: Setu aze ar pezh a ra va foan: tu dehou an Uhel-Meurbet a zo kemmet.

12  Soñj am bo eus oberennoù an AOTROU, oc’h eñvoriñ da vurzhudoù a wechall.

13  Prederiañ a rin war da holl oberennoù, hag ec’h eveshain ouzh da oberoù bras.

14  O Doue, da hentoù a zo santel! Pehini eo an doue all a zo bras evel Doue?

15  Te eo an Doue a ra burzhudoù. Roet ec’h eus da anavezout da nerzh e-touez ar pobloù.

16  Gant da vrec’h ec’h eus dasprenet da bobl, mibien Jakob ha Jozef. ~Ehan~

17  An doureier a welas ac’hanout, o Doue! An doureier a welas ac’hanout, krenañ a rejont. An donderioù zoken a spontas.

18  Ar c’hoabr en em skuilhas en doureier, ar c’houmoul a gurunas, da viroù ivez a nijas a bep tu.

19  Da gurunoù a grozas er gorventenn, al luc’hed a skedas war ar bed, an douar a spontas hag a grenas.

20  Graet ec’h eus da hent er mor, da wenodennoù en doureier bras, ha da roudoù n’int ket bet anavezet.

21  Renet ec’h eus da bobl evel un tropell, dre zorn Moizez hag Aaron.

 

Salm 78

1  « Maskil » (= kantik a gelenn furnez)  Azaf. Selaou va lezenn, o va fobl! Prest skouarn da c’herioù va genoù.

2  Digeriñ a rin va genoù evit disklêriañ parabolennoù. Embann a rin traoù kuzhet an amzerioù kozh,

3  hon eus klevet hag anavezet, hag o deus hon tadoù lavaret deomp.

4  Ne guzhimp ket anezho ouzh o mibien, disklêriañ a raimp d’ar rummad da zont meuleudioù an AOTROU, hag e nerzh hag ar burzhudoù en deus graet.

5  Diazezet en deus un testeni e Jakob. Lakaet en deus ul lezenn en Israel, a urzhias d’hon tadoù kelenn d’o mibien,

6  evit ma vo anavezet gant ar rummad war-lerc’h, ar vibien da zont, hag en ur greskiñ ma he lavarint d’o mibien,

7  ma lakaint o fiziañs e Doue, ma n’ankounac’haint ket oberennoù Doue, ma virint e c’hourc’hemennoù,

8  ha ma ne vint ket, evel o zadoù, ur rummad diroll ha disent, ur rummad na oa ket tuet mat o c’halon ha na oa ket feal da Zoue o spered.

9  Mibien Efraim, armet hag o tennañ gant ar wareg, o deus troet o c’hein en deiz an emgann.

10  N’o deus ket miret emglev Doue, ha n’eo ket bet fellet dezho kerzhout hervez e lezenn.

11  Ankounac’haet o deus e oberennoù, e vurzhudoù en doa diskouezet dezho.

12  Ober a reas traoù burzhudus dirak o zadoù e bro Ejipt, e parkeier Zoan.

13  Faoutañ a reas ar mor hag o lakaas da dremen. Derc’hel a reas an doureier evel en ur bern.

14  Ren a reas anezho e-pad an deiz dre ar goabrenn, hag e-pad an noz dre sklêrijenn an tan.

15  Faoutañ a reas ar reier er gouelec’h, hag e roas dezho da evañ dour e-leizh.

16  Eus ar maen e lakaas gwazhioù da strinkañ, ha doureier da ziverañ evel stêrioù.

17  Met kenderc’hel a reont da bec’hiñ a-enep dezhañ, o sevel a-enep an Uhel-Meubet er gouelec’h.

18  Temptañ a rejont Doue en o c’halon, o c’houlenn boued hervez o c’hoantegezh.

19  Komz a rejont a-enep Doue hag e lavarjont: Doue, hag e c’hellfe sevel un daol er gouelec’h?

20  Setu, skoet en deus gant ar roc’h ha doureier o deus redet, gwazhioù a zo en em skuilhet. Daoust hag e c’hello reiñ bara ha kempenn kig d’e bobl?

21  An AOTROU en klevas hag a gounnaras. Un tan en em enaouas a-enep Jakob, e gounnar a savas a-enep Israel,

22  rak n’o doa ket kredet e Doue ha n’o doa ket bet fiziañs en e silvidigezh.

23  Neuze ec’h urzhias da goabrennoù an nec’h, hag e tigoras dorioù an neñvoù.

24  Lakaat a reas ar mann da c’hlavañ warno evit boued, hag e roas dezho ar gwinizh eus an neñv.

25  Pep hini a zebras bara ar c’halloudeien, hag e roas dezho o gwalc’h a vevañs.

26  Lakaat a reas da sevel avel ar sav-heol en neñvoù, hag e tegasas dre e nerzh avel ar c’hreisteiz.

27  Lakaat a reas da c’hlavañ warno kig evel poultr, hag evned askellek evel traezh ar morioù.

28  Lakaat a reas anezho da gouezhañ e-kreiz ar c’hamp, tro-dro d’o zeltennoù.

29  Debriñ a rejont hag o doe o gwalc’h. Reiñ a reas dezho ar pezh a c’hoantaent.

30  N’o doa ket kollet ar c’hoant anezho. Ar meuzioù a oa c’hoazh en o genoù,

31  ma savas kounnar Doue a-enep dezho, ma lazhas o zud nerzhus, ha ma tiskaras re zibabet Israel.

32  Koulskoude e pec’hjont c’hoazh, ha ne gredjont ket d’e vurzhudoù.

33  Dre ur c’hwezhadenn e teuzas o deizioù, dre ur spont buan o bloavezhioù.

34  Pa lazhe anezho, e c’halvent anezhañ, en em lakaent da glask Doue.

35  Soñj o doa e oa Doue o roc’hell, an Doue Uhel-Meurbet o dasprener.

36  Met ober a raent van gant o genoù, ha gant o zeod e lavarent gevier dezhañ.

37  O c’halon ne oa ket eeun en e geñver, ne oant ket feal d’e emglev.

38  Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n’o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.

39  Soñj en doa ne oant nemet kig, un avel a dremen ha na zistro ken.

40  Pet gwech ez int bet disentus outañ er gouelec’h, hag o deus glac’haret anezhañ en distro!

41  Adarre en em lakajont da demptañ Doue, da atahinañ Sant Israel.

42  N’o doe ken soñj eus e zorn, eus an deiz m’en doa o dieubet eus ar gwasker,

43  pa ziskouezas e vurzhudoù en Ejipt, hag e virakloù e parkeier Zoan,

44  pa droas o stêrioù e gwad, ha n’evjont ken eus an doureier,

45  pa gasas a-enep dezho kelien d’o debriñ, ha raned d’o ampoezoniñ,

46  pa roas o eost d’ar preñved, hag o labour d’ar c’hilheien-raden,

47  pa lazhas o gwini gant ar grizilh, hag o gwez-sikomor gant ar rev,

48  pa roas o loened d’ar grizilh, hag o zropelloù d’an tan-kurun,

49  pa gasas a-enep dezho tan e gounnar, an erez, ar fulor, an anken, o tichadennañ ur bagad kannaded a walleur.

50  Reiñ a reas lec’h d’e gounnar, ne viras ket o ene eus ar marv, reiñ a reas o buhez d’ar vosenn.

51  Skeiñ a reas en Ejipt an holl re gentañ-ganet, frouezh kentañ an nerzh e teltennoù Cham.

52  Lakaat a reas e bobl da vont kuit evel deñved, hag o renas dre ar gouelec’h evel un tropell.

53  O c’has a reas e surentez ha dispont, hag ar mor a c’holoas o enebourien.

54  O degas a reas betek e harzoù santel, d’ar menez en deus gounezet e du dehoù.

55  Kas a reas pobladoù kuit a-raok dezho hag o roas dezho da hêrezh, hag e lakaas meuriadoù Israel da chom en o zeltennoù.

56  Met temptañ ha daeañ a rejont an Doue Uhel-Meurbet, ha ne virjont ket e destenioù.

57  Mont a rejont a-dreñv hag e voent disent evel o zadoù. Treiñ a rejont evel ur wareg touellus.

58  E hegasiñ a rejont gant o uhellec’hioù, hag ec’h atizjont e warizi gant o idoloù.

59  Doue a glevas hag a vuanekaas. Heug en doe ouzh Israel.

60  Dilezel a reas tabernakl Silo, an deltenn en doa savet e-touez an dud.

61  Hag e roas e c’hloar d’ar sklavelezh, hag e veurded e daouarn an enebour.

62  Hag e roas e bobl d’ar c’hleze, hag e vuanekaas a-enep e hêrezh.

63  An tan a lonkas e dud yaouank, e werc’hezed ne voent ket roet da zimeziñ,

64  e aberzhourien a gouezhas dindan ar c’hleze, e intañvezed ne oueljont ket.

65  Neuze an AOTROU a zihunas evel un den a gouske, evel ur brezelour o leuskel kriadennoù gant ar gwin.

66  Kas a reas e enebourien kuit, en ur vec’hiañ anezho a zismegañs peurbadus.

67  Met disteurel a reas teltenn Jozef, ha ne zibabas ket meuriad Efraim.

68  Dibab a reas meuriad Juda, Menez Sion a gare,

69  hag e savas e santual evel al lec’hioù uhel-meurbet, evel an douar en deus diazezet da viken.

70  Dibab a reas David e servijer, en deus tennet eus ar c’hlozioù deñved,

71  hag en deus kerc’het a-gichen ar re a laeshae, evit peuriñ Jakob e bobl hag Israel e hêrezh.

72  Neuze David o mesaas hervez eeunder e galon, hag o renas gant furnez e zaouarn.

 

Salm 79

1  Salm Azaf. O Doue, ar broadoù a zo aet en da hêrezh! Disakret o deus da dempl santel, lakaet o deus Jeruzalem en dismantroù.

2  Roet o deus korfoù da servijerien da zebriñ da laboused an neñvoù, ha kig da re garet-mat da loened an douar.

3  Skuilhet o deus o gwad evel dour en-dro da Jeruzalem, hep ma voe den d’o beziañ.

4  Bet omp en dismegañs d’hon amezeien, ur goapaerezh hag ur c’hoariell d’ar re a zo en-dro deomp.

5  Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?

6  Skuilh da fulor war ar broadoù n’anavezont ket ac’hanout, war ar rouantelezh n’aspedont ket da anv.

7  Rak lonket eo bet Jakob, glac’haret eo bet e chomlec’h.

8  Na’z pez ket soñj eus hon direizhder tremenet, ra hasto da druez dont d’hor c’havout, rak deuet omp gwall ezhommek.

9  Sikour ac’hanomp, o Doue hor silvidigezh, evit gloar da anv! Dieub ac’hanomp, pardon deomp hor pec’hedoù dre garantez da anv!

10  Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec’h emañ o Doue? Ra en em ziskouezo dirak hon daoulagad, e-touez ar broadoù, veñjañs gwad da servijerien a zo bet skuilhet!

11  Ra zeuio garm ar sklaved betek ennout! Mir, hervez braster da nerzh, ar re a zo barnet d’ar marv!

12  Ro d’hon amezeien seizh gwech muioc’h en o bruched, an dismegañs o deus graet dit, Aotrou!

13  Met ni, da bobl, an tropell a renez, ni az meulo da viken. A oad da oad ec’h adlavarimp da veuleudi.

 

Salm 80

1  D’ar mestr-kaner; salm Azaf; war « Shoshanim-Edud » (= al lili kanet).

2  Mêsaer Israel, ro da skouarn. Te hag a ren Jozef evel un tropell, te hag a azez etre ar Cherubined, laka da splannder da lugerniñ.

3  Dirak Efraim, Benjamin ha Manase, dihun da c’halloud, deus d’hon saveteiñ.

4  O Doue, adsav ac’hanomp! Laka da zremm da lugerniñ, hag e vimp salvet.

5  AOTROU, Doue an armeoù, betek pegoulz e vogedo da gounnar a-enep pedenn da bobl?

6  Ober a rez dezho debriñ ur bara a zaeroù, hag evañ daeroù dreist muzul.

7  Ober a rez ac’hanomp un abeg a enebiezh d’hon amezeien, hag hon enebourien a ra goap ouzhimp etrezo.

8  Doue an armeoù, adsav ac’hanomp! Ra da’z tremm lugerniñ hag e vimp salvet!

9  Tennet ec’h eus ur winienn eus an Ejipt, kaset ec’h eus kuit broadoù hag ec’h eus he flantet,

10  aozet ec’h eus al lec’h dirazi, gwrizioù he deus graet ha leuniet an douar.

11  Ar menezioù en em c’holoe eus he skeud, ha gwez-sedrez Doue eus he skourroù.

12  Astenn a rae he brankoù betek ar mor, hag he broustennoù betek ar stêr.

13  Perak ec’h eus torret he c’hleuzioù, en doare ma’z eo skrapet gant an holl re a dremen,

14  ma’z eo distrujet gant moc’h-gouez ar goadeg, peuret gant loened ar parkeier?

15  Doue an armeoù, deus en-dro! Sell eus an neñvoù, gwel hag evesha ouzh ar winienn-mañ.

16  Diwall ar pezh en deus da du dehou plantet, hag ar mab ac’h eus dibabet.

17  Devet eo ha troc’het eo. Mervel a reont dirak fulor da zremm.

18  Ra vo da zorn war den da du dehou, war mab an den ac’h eus dibabet,

19  ha ne zistroimp ken diouzhit. Ro deomp ar vuhez, hag ec’h aspedimp da anv.

20  AOTROU, Doue an armeoù, adsav ac’hanomp! Laka da zremm da lugerniñ hag e vimp salvet!

 

Salm 81

1  D’ar mestr-kaner; salm Azaf; war « Gittid ».

2  Kanit gant levenez da Zoue, hon nerzh! Laoskit kriadennoù a joausted da Zoue Jakob!

3  Kanit ar ganaouenn, lakait da zasseniñ an daboulinig, an delenn dudius hag al lourenn!

4  Sonit gant ar shofar evit al loar nevez, evit al loargann, evit deiz hor gouel!

5  Rak ul lezenn eo evit Israel, un urzh a-berzh Doue Jakob.

6  Ober a reas a gement-se ur reolenn evit Jozef, pa yeas er-maez a-enep bro Ejipt. Eno e klevis ur yezh n’anavezen ket.

7  Divec’hiet em eus diouzh ar bec’h e skoaz, e zaouarn o deus laosket ar baner.

8  Kriet ec’h eus en estrenvan hag em eus da zieubet. Respontet em eus dit, da guzhet er c’hurun, da amprouet en doureier Meriba. ~Ehan~

9  Selaou, va fobl, ha da aliañ a rin, o Israel, ma selaoufes ouzhin!

10  Ra ne vo ket a zoueoù estren ez ti. Ra ne stoui ket dirak doueoù ar broadoù.

11  Me eo an AOTROU da Zoue, am eus  da lakaet da bignat eus bro Ejipt. Digor da c’henoù hag e leuniañ a rin.

12  Met va fobl n’he deus ket selaouet ouzh va mouezh, Israel n’eo ket fellet dezhañ sentiñ ouzhin.

13  Hag em eus o lezet e kaleter o c’halon, da gerzhout hervez o c’huzulioù.

14  O! Mar plijfe da’m fobl selaou ac’hanon, ma kerzfe Israel em hentoù,

15  en un taol e lakafen o enebourien da blegañ, e trofen va dorn a-enep o enebourien.

16  Ar re a gasa an AOTROU o defe pleget dezhañ, hag amzer Israel a badfe da viken.

17  Doue en defe o maget gant mel ar gwinizh. Da leuniet em befe eus mel ar roc’h.

 

Salm 82

1  Salm Azaf. Doue en em zalc’h e bodadeg Doue. Barn a ra e-kreiz an doueoù.

2  Betek pegoulz e viot barnerien disleal, hag e reot van ouzh diavaez ar re zrouk?

3  Roit e wir d’an hini dinerzh ha d’an emzivad, roit e reizhr d’an ezhommeg ha d’ar paour.

4  Dieubit an ezhommeg hag an tavanteg, saveteit anezho eus daouarn ar re zrouk.

5  N’anavezont ha ne glevont netra, kerzhout a reont en deñvalijenn, holl ziazezoù ar bed a zo brañsellet.

6  Lavaret em eus: C’hwi a zo doueed, mibien an Uhel-Meurbet oc’h c’hwi holl!

7  Koulskoude e varvot evel tud, hag e kouezhot evel unan eus ar briñsed.

8  Sav, o Doue, barn an douar! Rak an holl vroadoù az po da hêrezh.

 

Salm 83

1  Kanaouenn; salm Azaf.

2  O Doue, na chom ket sioul! Na vez ket bouzar ha na chom ket en diskuizh, o Doue!

3  Rak setu, da enebourien a gemmesk, ar re a gasa ac’hanout o deus savet o fenn.

4  Ober a reont a-enep da bobl iriennoù fall, hag e kuzuliont a-enep ar re a ziwallez.

5  Deuit, emezo, lakaomp anezho da vont da get a-douez ar pobloù, ha ra ne vo komzet ken eus anv Israel.

6  Rak kuzuliet o deus eus un hevelep kalon, graet o deus un emglev a-enep dit,

7  teltennoù Edom hag an Ismaeliz, Moab hag an Hagareniz,

8  Gebal, Ammon hag Amalek, ar Filistined gant tud Tir.

9  Ashur ivez en em unan ganto, prestañ a reont o divrec’h da vibien Lot. ~Ehan~

10  Gra dezho evel da Vadian, evel da Sisera, evel da Jabin e froud Kison,

11  a voe distrujet en En-Dor, hag a servijas da deil d’an douar.

12  Laka o friñsed da vezañ heñvel ouzh Oreb ha Zeeb, hag o holl rouaned ouzh Zebak ha Zalmuna.

13  Rak lavarout a reont: Tapomp evidomp chomlec’hioù Doue!

14  Va Doue, laka anezho heñvel ouzh an avel-dro, ouzh ar soul douget gant an avel,

15  ouzh an tan a lonk ar goadeg, ouzh ar flamm a zev ar menezioù.

16  Evel-se red war o lerc’h gant da varr-amzer, spouron int gant da gorventenn,

17  leugn o dremmoù a vezh, ha ma klaskint da anv, o AOTROU!

18  Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma’z aint da get!

19  Ra ouezint ez eo te hepken a zo anvet an AOTROU, te eo mestr an douar holl.

 

Salm 84

1  D’ar mestr-kaner; salm mibien Kora; war « Gittid ».

2  AOTROU an armeoù, pegen karantezus eo da dabernakloù!

3  Va ene a hirvoud, kuzumiñ zoken a ra, da leurioù an AOTROU, va c’halon ha va c’hig a gri etrezek an Doue bev.

4  Ar golvan zoken en deus kavet un ti, hag ar wennili he neizh ma laka he re vihan ennañ. Da aoterioù, o AOTROU an armeoù, va roue ha va Doue!

5  Eürus ar re a zo o chom ez ti, hag a veul ac’hanout dalc’hmat! ~Ehan~

6  Eürus an den a zo e nerzh ennout, ar re a gar hentoù da di.

7  O tremen dre draonienn an Daeroù, e reont diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoù.

8  Mont a reont a nerzh da nerzh, evit en em ziskouez dirak Doue e Sion.

9  AOTROU, Doue an armeoù, selaou va fedenn! Doue Jakob, ro da skouarn!

10  O Doue hor skoed, gwel ha sell ouzh dremm da Olevad!

11  Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc’h eget mil e lec’h all. Gwelloc’h eo din en em zerc’hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,

12  rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac’h mad ebet d’ar re a gerzh en eeunded.

13  AOTROU an armeoù, eürus eo an den a fiz ennout!

 

Salm 85

1  D’ar mestr-kaner; salm mibien Kora.

2  AOTROU, trugarezus out bet e-keñver da zouar, degaset ec’h eus en-dro Jakob eus ar sklavelezh,

3  pardonet ec’h eus direizhder da bobl, goloet ec’h eus o holl bec’hedoù. ~Ehan~

4  Lamet ec’h eus kuit da holl fulor, distroet out eus tan da gounnar.

5  Hon adsav, o Doue hor silvidigezh, laka da erez da baouez a-enep deomp!

6  Hag e vi fuloret da viken a-enep deomp? Ha lakaat a ri da gounnar da badout a oad da oad?

7  Ha ne zistroi ket da adreiñ deomp ar vuhez, evit ma laouenaio da bobl ennout?

8  Diskouez deomp da vadelezh, o AOTROU, ha ro deomp da zieubidigezh!

9  Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc’h d’e bobl ha d’e re garet-mat, evit na zistroint ken d’ar follentez.

10  Ya, e silvidigezh a zo tost d’ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar c’hloar o chom en hon douar.

11  Ar vadelezh hag ar wirionez a zo en em gavet an eil gant eben, ar reizhder hag ar peoc’h o deus en em boket.

12  Ar wirionez a ziwano eus an douar, hag ar reizhder a sello diouzh an neñvoù.

13  An AOTROU ivez a roio e vadoù, hag an douar a roio e frouezh.

14  Ar reizhder a gerzho dirazañ, hag eñ a lakaio anezhi en holl lec’hioù ma tremeno.

 

Salm 86

1  Pedenn David. AOTROU, ro da skouarn, va selaou, rak glac’haret ha truezus on.

2  Diwall va ene, rak ez on eus ar re a gar ac’hanout. O te va Doue, savete da servijer a fiz ennout!

3  Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak dit e krian a-hed an deiz.

4  Laouena ene da servijer, rak sevel a ran va ene dit, Aotrou.

5  Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c’halv ac’hanout.

6  Selaou va fedenn, o AOTROU, ha taol evezh ouzh va mouezh o pediñ!

7  Da c’hervel a ran en deiz va estrenvan, rak va selaou a rez.

8  Aotrou, nikun e-touez an doueoù n’eo eveldout, ha n’eus ket a oberennoù evel da re.

9  An holl vroadoù ac’h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da’z anv,

10  dre ma’z out bras hag e rez traoù burzhudus. Te a zo Doue, te hepken.

11  AOTROU, kelenn din da hent, kerzhout a rin ez kwirionez. Doug va c’halon da zoujañ da anv.

12  Da veuliñ a rin eus kreiz va c’halon, AOTROU va Doue, hag e roin gloar da’z anv da viken,

13  rak da vadelezh a zo bras em c’heñver, hag ec’h eus tennet va buhez eus lec’h don ar marv.

14  O Doue, tud lorc’hus a sav a-enep din, un engroez a dud rok a glask va buhez, n’o deus ket ac’hanout dirak o daoulagad.

15  Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.

16  Distro war-zu ennon hag az pez truez ouzhin, ro nerzh da’z servijer, dieub mab da servijerez.

17  Ro din ur sin eus da vadelezh, ra vo gwelet gant ar re a gasa ac’hanon ha ma vint mezhek, rak te, AOTROU, az po va sikouret ha va frealzet.

 

Salm 87

1  Salm; kanaouenn mibien Kora. Diazezet eo war ar menezioù santel.

2  An AOTROU a gar dorioù Sion, muioc’h eget holl chomlec’hioù Jakob.

3  Traoù glorius a zo disklêriet warnout, o kêr Doue! ~Ehan~

4  Envel a ran Rahab ha Babel e-touez ar re a anavez ac’hanon. Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant Etiopia: e Sion int bet ganet.

5  Ha diwar-benn Sion e vo lavaret: Hemañ hag hennezh a zo bet ganet enni, hag an Uhel-Meurbet he nerzho.

6  O niveriñ ar pobloù, an AOTROU a skrivo: Aze eo int bet ganet. ~Ehan~

7  Hag ar re a gan evel ar re a zañs a lavar: Va holl mammennoù a zo ennout.

 

Salm 88

1  D’ar mestr-kaner; kanaouenn; salm mibien Kora; war ar « Mahalad » (= kitar); « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) Heman an Ezrakiad.

2  AOTROU, Doue va dieubidigezh, deiz ha noz e krian dirazout.

3  Ra yelo va fedenn dirazout, ro da skouarn da’m c’hriadennoù.

4  Rak va ene a zo leuniet a boanioù, ha va buhez a dosta ouzh lec’h ar marv.

5  Kontet on e-touez ar re a ziskenn er poull. Me a zo evel un den hep nerzh,

6  astennet e-touez ar re varv, evel ar re skoet d’ar marv, a zo gourvezet er bez, ar re na’c’h eus ken soñj anezho, hag a zo rannet eus da zorn.

7  Va lakaet ec’h eus er poull izelañ, el lec’hioù teñval, en donderioù.

8  Da fulor a bouez warnon, ha da holl goummoù a vec’hi ac’hanon. ~Ehan~

9  Pellaet ec’h eus diouzhin ar re a anavezan, va lakaet ec’h eus da vezañ evito un dra euzhus, serret on ha ne c’hellan mont kuit.

10  Va daoulagad a guzum dre ar glac’har, da c’hervel a ran bemdez, AOTROU! Astenn a ran va daouarn war-zu ennout.

11  Hag e ri ur burzhud bennak evit ar re varv? Hag e savo ar re dremenet evit da veuliñ? ~Ehan~

12  Hag e vo disklêriet da vadelezh er bez, ha da fealded en donder?

13  Hag e vo anavezet da vurzhudoù en deñvalijenn, ha da reizhder e douar an ankounac’h?

14  AOTROU, war-zu ennout e krian, va fedenn a ya dirazout adalek ar mintin.

15  AOTROU, perak e tistaolez kuit va ene? Perak e kuzhez da zremm diouzhin?

16  Me a zo glac’haret hag evel o vervel em yaouankiz. Bec’hiet on gant da spontoù, kollet on.

17  Da fulorioù o deus tremenet warnon, da spontoù am lazh.

18  Emaint tro-dro din evel doureier bemdez, va gronnañ a reont holl asambles.

19  Pellaet ec’h eus diouzhin mignoned ha kenvreudeur, an hini a anavezan eo an deñvalijenn.

 

Salm 89

1  « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) Etan an Ezrakiad.

2  Kanañ a rin da viken madelezhioù an AOTROU. Va genoù a embanno da fealded a oad da oad.

3  Rak lavaret em eus: Da vadelezh a bado da viken, lakaet ec’h eus da fealded en neñvoù.

4  Graet em eus un emglev gant an hini am eus dibabet. Graet em eus ul le da Zavid va servijer, o lavarout:

5  Startaat a rin da lignez da viken, hag e tiazezin da dron evit an holl oadoù. ~Ehan~

6  An neñvoù, o AOTROU, a veul da vurzhudoù, ha da fealded e bodadeg ar sent.

7  Rak piv a zo heñvel ouzh an AOTROU el lec’hioù neñvel? Piv a zo heñvel ouzh an AOTROU e-touez mibien an doueed?

8  Doue a zo spouronus e bodadeg ar sent, spontusoc’h eget an holl re a zo en-dro dezhañ.

9  AOTROU, Doue an armeoù, piv a zo galloudus eveldout o AOTROU? Da fealded a zo en-dro dit.

10  Ren a rez war lorc’h ar mor, pa sav e goummoù, te o sioula.

11  Diskaret ec’h eus Rahab evel skoet d’ar marv, gant da vrec’h c’halloudus ec’h eus stlabezet da enebourien.

12  Dit eo an neñvoù, dit ivez eo an douar. Diazezet ec’h eus ar bed ha kement a zo ennañ.

13  Krouet ec’h eus an hanternoz hag ar c’hreisteiz. An Tabor hag an Hermon a laosk kriadennoù a levenez da’z anv.

14  Galloudus eo da vrec’h, kreñv eo da zorn, savet uhel eo da du dehou.

15  Ar reizhder hag an eeunder a zo diazez da dron, an drugarez hag ar wirionez a gerzh dirak da zremm.

16  Eürus ar bobl a anavez ar c’hriadennoù a levenez! AOTROU, kerzhout a reont e sklêrijenn da zremm.

17  Laouenaat a reont ez anv bemdez, hag e kavont gloar en da reizhder.

18  Rak te eo o gloar hag o nerzh, dre da vadelezh eo savet hor c’horn.

19  An AOTROU eo hor skoed, Sant Israel eo hor roue.

20  Komzet ez poa gwechall da’z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d’un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,

21  kavet em eus David va servijer, olevet em eus anezhañ gant va eoul santel,

22  va dorn a vo dalc’hmat gantañ, ha va brec’h en kreñvaio.

23  An enebour ne c’hello ket e soupren, an den fall n’en gwasko ket,

24  bruzunañ a rin dirazañ e enebourien, skeiñ a rin ar re a gasa anezhañ.

25  Va fealded ha va madelezh a vo gantañ, e nerzh a savo dre va anv,

26  lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du dehou war ar stêrioù.

27  Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad, va Doue, ha roc’h va silvidigezh!

28  Evel-se e rin anezhañ ar c’hentañ-ganet, pennroue rouaned an douar.

29  Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.

30  Me a rento e lignez peurbadus, hag e dron evel deizioù an neñvoù.

31  Mar dilez e vibien va lezenn, ha ma ne gerzhont ket hervez va urzhiadurioù,

32  mar torront va reolennoù, ha ma ne viront ket va gourc’hemennoù,

33  e kastizin o disentidigezh gant ar wialenn, hag o direizhder dre c’houlioù.

34  Met ne lamin ket va madelezh digantañ, ha ne vankin ket da’m fealded.

35  Ne dorrin ket va emglev, ha ne cheñchin ket ar pezh a zo deuet eus va muzelloù.

36  Touet em eus ur wech dre va santelezh, ne lavarin gaou ebet da Zavid.

37  E lignez a bado da viken, hag e dron ken pell evel an heol dirazon.

38  Evel al loar e pado da viken. Feal eo an test a zo en neñvoù.

39  Met ec’h eus distaolet ha disprizet, kounnaret out bet a-enep da Olevad.

40  Taolet ec’h eus kuit emglev da servijer, e gurunenn ec’h eus diskaret d’an douar ha disakret.

41  Torret ec’h eus e holl glouedoù, dismantret ec’h eus e gastelloù-kreñv.

42  An holl re a dremen war an hent a ziwisk anezhañ, un dismegañs eo d’e amezeien.

43  Savet ec’h eus du dehou e enebourien, laouenaet ec’h eus e holl eneberien.

44  Lakaet ec’h eus troc’h e gleze da blegañ, ne’c’h eus ket e skoazellet er brezel.

45  Lakaet ec’h eus e sked da baouez, e dron ec’h eus taolet d’an douar.

46  Berraet ec’h eus deizioù e yaouankiz, hag e c’holoet ec’h eus a vezh. ~Ehan~

47  Betek pegoulz, AOTROU, e kuzhi hep paouez? Hag e flammo da gounnar evel un tan?

48  Az pez soñj pegen berr eo va amzer, hag evit pebezh distervez ec’h eus krouet mibien an dud.

49  Piv eo an den a c’hello bevañ hep gwelout ar marv? Piv a saveteo e ene eus dorn lec’h ar marv? ~Ehan~

50  Aotrou, pelec’h emañ da vadelezhioù kentañ, ar re az poa touet da Zavid war da fealded?

51  Az pez soñj, Aotrou, eus dismegañs da servijerien, penaos e tougan em bruched an dismegañs graet dre an holl bobloù bras-se.

52  Da enebourien o deus dismegañset, AOTROU, da enebourien o deus dismegañset kammedoù da Olevad.

53  Benniget ra vo an AOTROU da viken! Amen, ya, amen!

 

Pevare Levr: Salmoù 90-106

 

Salm 90

1  Pedenn Moizez, den Doue. Aotrou, bet out deomp ur repu, a oad da oad.

2  A-raok d’ar menezioù bezañ ganet, ha d’an douar ha d’ar bed bezañ krouet, a-viskoazh ha da viken ez out-te Doue.

3  Ober a rez d’an den distreiñ d’ar boultrenn, hag e lavarez: Mibien an dud, distroit!

4  Rak mil bloaz dirak da zaoulagad a zo evel an devezh dec’h pa’z eo tremenet, hag evel ur veilhadenn en noz.

5  O c’has a rez evel un huñvre, diouzh ar mintin emaint evel ur c’heotenn a dremen,

6  bleuniañ a ra d’ar mintin hag e weñv, d’abardaez e vez troc’het hag e sec’h.

7  Rak kuzumet omp gant da gounnar, ha spouronet gant da fulor.

8  Lakaet ec’h eus hon direizhder dirazout, hag hor pec’hedoù kuzhet dirak sklêrijenn da zremm.

9  Hon holl zeizioù a ya kuit dre da gounnar, peurechuiñ a reomp hor bloavezhioù evel un huanad.

10  Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c’haerañ eus an deizioù-se n’eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.

11  Piv a anavez nerzh da gounnar ha da vuanegezh, hervez an doujañs a zo dleet dit?

12  Kelenn deomp kontañ niver hon deizioù, evit ma c’hellimp kaout ur galon fur.

13  Distro, AOTROU! Betek pegoulz? Bez truezus ouzh da servijerien!

14  Adalek ar mintin ro deomp hor gwalc’h eus da vadelezh, evit ma laouenaimp ha ma vimp leun a levenez a-hed hon deizioù.

15  Laouena ac’hanomp evit an deizioù ma ec’h eus hor glac’haret, hag ar bloavezhioù ma hon eus bet poanioù.

16  Ra vo diskouezet da oberenn da’z servijerien, ha da c’hloar war da vibien!

17  Ra vo madelezh an AOTROU hon Doue warnomp! Starta oberenn hon daouarn, ya, starta oberenn hon daouarn.

 

Salm 91

1  An hini a zo o chom e repu kuzhet an Uhel-Meurbet, a ziskuizh e skeud an Holl-C’halloudeg.

2  Me a lavar d’an AOTROU: Va repu ha va c’hreñvlec’h! Va Doue, ennout emañ va fiziañs!

3  Eñ a saveteo ac’hanout eus roued al labousetaer, hag eus ar vosenn noazus.

4  Golo a raio ac’hanout gant e bluñv, hag ez po ur repu dindan e zivaskell. E wirionez a vo da skoed ha da hobregon.

5  Ne’z po ket aon rak spouronoù an noz, na rak ar bir a nij en deiz,

6  na rak ar vosenn a gerzh en deñvalijenn, na rak an distruj a sko da greisteiz.

7  Ra gouezho mil en da gostez, ha dek mil a-zehou dit, ne dostaio ket ouzhit.

8  Sellout a ri hepken gant da zaoulagad, hag e weli kastiz ar re zrouk.

9  Rak te eo va repu, o AOTROU! Eus an Uhel-Meurbet ec’h eus graet da vod.

10  Poan ebet ne dapo ac’hanout, gouli ebet ne dostaio ouzh da deltenn.

11  Rak gourc’hemenn a raio d’e aeled kaout evezh ouzhit en da holl hentoù,

12  dougen a raint ac’hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen.

13  Kerzhout a ri war al leon ha war an naer-wiber, mac’hañ a ri al leonig hag an aerouant.

14  Pa gar ac’hanon meurbet, eme an AOTROU, e tieubin anezhañ. Me en lakaio e surentez, dre ma’z anavez va anv.

15  Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac’hane, hag e roin gloar dezhañ.

16  E leuniañ a rin a zeizioù hir, hag e tiskouezin dezhañ va dieubidigezh.

 

Salm 92

1  Salm; kanaouenn evit deiz ar sabad.

2  Mat eo meuliñ an AOTROU, ha kanañ da’z anv, o Uhel-Meurbet,

3  disklêriañ er mintin da vadelezh, ha da fealded e-pad an noz,

4  war al lourenn a zek kordenn ha war al lud, e son kendonioù an delenn,

5  rak levenez am eus bet dirak da oberennoù, o AOTROU, hag e laouenain eus labourioù da zaouarn.

6  Pegen bras eo da oberennoù, o AOTROU! Da soñjoù a zo don-meurbet!

7  An den diskiant n’anavez netra enno, hag an hini diboell ne gompren ket

8  penaos e kresk ar re zrouk evel ar geot, hag e vleugn an holl vicherourien a zireizhder, evit bezañ distrujet da viken.

9  Met te, AOTROU, te a zo savet da viken.

10  Rak setu, da enebourien, o AOTROU, rak setu, da enebourien a ya da goll. An holl re a ra an droug a vo stlabezet.

11  Met te am laka da sevel va fenn evel ur bual. Olevet on gant un eoul nevez.

12  Va daoulagad en em blij o sellout, ha va divskouarn o klevout an dud fall-se a sav em enep.

13  An den reizh a gresko evel ar wezenn-balmez, sevel a raio evel sedrezenn al Liban.

14  Plantet e ti an AOTROU, e vleugnint e leurioù hon Doue.

15  Dougen a raint c’hoazh frouezh er gozhni wenn, bez’ e vint nerzhus ha glas,

16  evit disklêriañ ez eo reizh an AOTROU. Va roc’h eo, ha n’eus ket a zireizhder ennañ.

 

Salm 93

1  An AOTROU a ren, gwisket eo a veurded. An AOTROU a zo gwisket a nerzh, gourizet eo. Evel-se emañ start ar bed ha ne vrañsell ket.

2  Da dron a zo startaet abaoe an amzerioù kozh, emaout a bep amzer.

3  Ar stêrioù o deus savet, o AOTROU, ar stêrioù o deus savet o mouezh, ar stêrioù o deus savet o c’hoummoù trouzus.

4  An AOTROU a zo galloudus el lec’hioù uhel, muioc’h eget mouezh an doureier bras, eget tarzhioù galloudus ar mor.

5  Da destenioù a zo ar started hec’h-unan. Ar santelezh a gaera da di, o AOTROU, evit hedad an amzerioù.

 

Salm 94

1  Doue ar veñjañsoù, AOTROU, Doue ar veñjañsoù, laka da splannder da lugerniñ!

2  Sav, barner an douar, ro o gopr d’ar re lorc’hus!

3  Betek pegoulz ar re zrouk, o AOTROU, betek pegoulz e trec’ho ar re zrouk?

4  Betek pegoulz e stlabezo an holl vicherourien a zireizhder komzoù fall, hag en em veulint?

6  AOTROU, flastrañ a reont da bobl, hag e waskont da hêrezh.

6  Lazhañ a reont intañvez ha diavaeziad, hag e lakaont ar vinored d’ar marv.

7  Hag e lavaront: An AOTROU ne wel ket, Doue Jakob ne daol ket evezh.

8  Diwallit, c’hwi ar re ziskiantañ eus ar bobl! Tud diboell, pegoulz ho po skiant?

9  An hini a blant ar skouarn, ha ne glevo ket? An hini a stumm al lagad, ha ne welo ket?

10  An hini a gastiz ar broadoù, ha ne skoio ket, eñ hag a zesk an anaoudegezh d’an dud?

11  An AOTROU a oar n’eo nemet moged soñjoù an den.

12  Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,

13  evit e lakaat er goudor en deizioù fall, ken na vo kleuziet ar poull evit an hini drouk.

14  Rak an AOTROU ne lezo ket e bobl, ha ne zilezo ket e hêrezh.

15  Rak ar varnedigezh a vo hervez ar reizhder, hag an holl re a zo eeun a galon hec’h heulio.

16  Piv a savo evidon a-enep an dud fall? Piv a vo ganin a-enep ar vicherourien a zireizhder?

17  Ma ne vije ket bet an AOTROU va sikour, buan e vije aet va ene e lec’h ar sioulded.

18  Pa em eus lavaret: Risklet en deus va zroad, da vadelezh, o AOTROU, he deus va harpet.

19  Pa em boa kalz a soñjoù em diabarzh, da frealz en deus laouenaet va ene.

20  Ha bez’ e vefes sikourer tron ar fallentez, a ra direizhderioù a-enep al lezenn?

21  En em zastum a reont a-enep ene an den reizh, hag e kondaonont ar gwad didamall.

22  Met an AOTROU eo va repu uhel, va Doue eo roc’h va bodenn.

23  Lakaat a raio da gouezhañ warno o direizhder, o distrujañ a raio dre o fallagriezh o-unan. An AOTROU hon Doue o distrujo.

 

Salm 95

1  Deuit, kanomp d’an AOTROU, laoskomp kriadennoù a levenez da roc’h hor silvidigezh.

2  En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù, kinnigomp dezhañ hor c’hanaouennoù a levenez,

3  rak an AOTROU a zo un Doue bras, ur roue bras dreist an holl zoueoù.

4  En e zaouarn emañ donderioù an douar, dezhañ eo lein ar menezioù.

5  Dezhañ eo ar mor, e c’hraet en deus, hag e zaouarn o deus doareet an douar.

6  Deuit, stouomp, plegomp, daoulinomp dirak an AOTROU en deus hor graet.

7  Rak hon Doue eo, ni a zo ar bobl en deus mesaet, an deñved en deus renet.

8  Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalon evel e Meriba (= enebiezh), evel en deiz Masa (= temptadur) er gouelec’h;

9  ho tadoù o deus va zemptet ha va amprouet, hag e weljont va oberoù.

10  E-pad daou-ugent vloaz on bet heuget gant ar rummad-se, hag em eus lavaret: Ur bobl eo en em ziank o c’halon, n’o deus ket anavezet va hentoù.

11  Touet em eus eta em c’hounnar: N’antreint ket em diskuizh.

 

Salm 96

1  Kanit d’an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit d’an AOTROU, tud an douar holl!

2  Kanit d’an AOTROU, bennigit e anv, embannit e silvidigezh a zeiz da zeiz!

3  Disklêriit e c’hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù!

4  Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoù,

5  rak holl zoueoù ar pobloù a zo idoloù, met an AOTROU a reas an neñvoù.

6  Ar splannder hag ar veurded a zo dirazañ, an nerzh hag ar gaerded a zo en e santual.

7  Roit d’an AOTROU, tiegezhioù ar pobloù, rentit d’an AOTROU gloar ha nerzh!

8  Rentit d’an AOTROU ar c’hloar dleet d’e anv. Degasit ar profoù, hag it d’e leurioù.

9  Stouit dirak an AOTROU gant bragerizoù sakr, krenit dirazañ, tud an douar holl!

10  Lavarit e-touez ar broadoù: An AOTROU a ren, setu perak eo start ar bed ha ne vrañsell ket. Barn a raio ar pobloù gant eeunder.

11  Ra laouenaio an neñvoù ha ra drido an douar gant levenez, ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ,

12  ra laouenaio ar maezioù gant kement a zo enno, ra gano a levenez holl wez ar c’hoadoù

13  dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.

 

Salm 97

1  An AOTROU a ren. Ra drido an douar gant levenez, ra laouenaio an inizi niverus!

2  Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.

3  An tan a gerzh dirazañ, hag a bulluc’h a bep tu e enebourien.

4  E luc’hed a lugern war ar bed, an douar a gren ouzh e welout.

5  Ar menezioù a deuz evel koar dirak an AOTROU, dirak Aotrou an douar holl.

6  An neñvoù a embann e reizhder, hag an holl bobloù a wel e c’hloar.

7  Ra vo mezhek an holl re a servij ar skeudennoù, hag ar re a denn gloar eus an idoloù! C’hwi, holl zoueoù, stouit dirazañ!

8  Sion he deus e glevet hag a zo bet laouenaet, merc’hed Juda o deus tridet gant levenez abalamour da’z parnedigezhioù, o AOTROU!

9  Rak te, o AOTROU, te eo ar Pennroue war an douar holl, te a zo savet uhel bras dreist an holl zoueoù.

10  C’hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug. Diwall a ra eneoù e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall.

11  Ar sklêrijenn a zo hadet evit an hini reizh, hag al levenez evit ar re a zo eeun a galon.

12  Tud reizh, laouenait en AOTROU, meulit e anv santel.

 

Salm 98

1  Salm. Kanit d’an AOTROU ur ganaouenn nevez! Rak graet en deus traoù burzhudus, e du dehou ha brec’h e santelezh o deus gounezet an trec’h evitañ.

2  An AOTROU en deus roet da anavezout e silvidigezh, disklêriet en deus e reizhder dirak daoulagad ar broadoù.

3  Soñj en deus bet eus e vadelezh hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Holl bennoù an douar o deus gwelet silvidigezh hon Doue.

4  C’hwi, an douar holl, laoskit kriadennoù a levenez d’an AOTROU, taolit kriadennoù laouen ha kanit!

5  Kanit d’an AOTROU gant an delenn, gant an delenn ha mouezh ar c’hanaouennoù!

6  Gant ar c’herniel ha son ar shofaroù, laoskit kriadennoù a levenez dirak ar Roue, an AOTROU!

7  Ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ, ar bed gant ar re a zo o chom ennañ!

8  Ra stlako ar stêrioù o daouarn, ra gano ar menezioù gant levenez dirak an AOTROU!

9  Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.

 

Salm 99

1  An AOTROU a ren, ra greno ar pobloù! Azezet eo etre ar cherubined, ra vrañsello an douar.

2  An AOTROU a zo bras e Sion, savet eo dreist an holl bobloù.

3  Ra vo meulet e anv bras ha spontus, rak santel eo.

4  Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec’h eus an eeunder, graet ec’h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.

5  Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak skabell e dreid, rak santel eo.

6  Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c’halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.

7  Komz a rae outo er golonenn a goabrenn, miret o deus e destenioù hag al lezenn en doa roet dezho.

8  AOTROU hon Doue, o respontet ec’h eus. Bet out evito un Doue a bardon, en ur ober veñjañs eus o fec’hedoù.

9  Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak menez e santelezh, rak an AOTROU hon Doue a zo santel.

 

Salm 100

1  Salm a veuleudi. C’hwi, an douar holl, laoskit kriadennoù a levenez d’an AOTROU!

2  Servijit an AOTROU gant levenez, deuit dirak e zremm gant kriadennoù laouen.

3  Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eñ eo en deus hor graet, n’eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da beuriñ.

4  Deuit d’e zorioù gant trugarez, d’e leurioù gant meuleudi. Kanmeulit eñ, bennigit e anv,

5  rak an AOTROU a zo mat, e vadelezh a chom da viken, hag e fealded a oad da oad.

 

Salm 101

1  Salm David. Kanañ a rin an drugarez hag ar reizhder; AOTROU, meuliñ a rin ac’hanout!

2  Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da’m c’havout? Kerzhout a rin en eeunder va c’halon e-barzh va zi.

3  Ne lakain netra fall dirak va daoulagad. Kasaat a ran kundu an dorrerien, n’en em stago ket ouzhin.

4  Ar galon fallakr a bellaio diouzhin. N’anavezin ket an den drouk.

5  Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesañ. Ne c’hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c’hwezet.

6  Va daoulagad a vo war dud feal ar vro, evit ma chomint ganin. An hini a gerzh war hent an eeunder am servijo.

7  An hini a ra touellerezh ne chomo ket em zi. An hini a lavar gaou ne bado ket dirak va daoulagad.

8  Bep mintin e tistrujin holl dud fall ar vro, evit tennañ kuit eus kêr an AOTROU an holl vicherourien a zireizhder.

 

Salm 102

1  Pedenn an den glac’haret, pa’z eo diskaret ha ma skuilh e glemm dirak an AOTROU.

2  AOTROU, selaou va fedenn, ha ma’z aio va c’hriadenn betek ennout!

3  Na guzh ket da zremm ouzhin, en deiz va estrenvan, stou da skouarn war-zu ennon, en deiz ma c’halvin ac’hanout, hast buan, respont din!

4  Rak va deizioù a ya evel ar moged, ha va eskern a zo devet evel un oaled.

5  Va c’halon a zo bet skoet hag he deus disec’het evel ar geot, kement ma em eus ankounac’haet debriñ va bara.

6  Dre forzh krial en ur glemm, va eskern a zo staget ouzh va c’hig.

7  Heñvel on ouzh pilikant ar gouelec’h, hag ez on evel kaouenn ar mogerioù.

8  Beilhañ a ran, hag on heñvel ouzh ur golvan e-unan-penn war un doenn.

9  Bemdez ez on tamallet gant va enebourien, ha va heskinerien gounnaret a dou dre va anv.

10  Rak debret em eus al ludu evel bara, ha mesket em eus va evaj gant daeroù,

11  en abeg da’z kounnar ha da’z fulor. Rak va c’hemeret ha taolet pell ec’h eus.

12  Va deizioù a zo evel ar skeudenn en he diskar, ha sec’h e teuan evel ar geot.

13   Met te, AOTROU, te a ren da viken, ha da vemor a bad a oad da oad.

14  Sevel a ri, truez az po ouzh Sion, rak poent eo kaout truez outi, an amzer a zo deuet.

15  Rak da servijerien a gar he mein, hag o deus truez ouzh he foultrenn.

16  Neuze ar pobloù a zoujo anv an AOTROU, hag holl rouaned an douar da c’hloar,

17  pa en devo an AOTROU adsavet Sion, pa vo en em ziskouezet en e c’hloar,

18  pa en devo selaouet goulenn ar re c’hlac’haret, pa n’en devo ket disprizet o goulenn.

19  Kement-se a vo skrivet evit ar rummad da zont, hag ar bobl a vo krouet a veulo an AOTROU,

20  rak en devo sellet eus lec’h uhel e santelezh, hag en devo eus an neñvoù taolet e zaoulagad war an douar,

21  evit klevout garmoù ar sklaved, evit dieubiñ ar re a zo gouestlet d’ar marv,

22  evit ma vo lidet anv an AOTROU e Sion, hag e veuleudi e Jeruzalem,

23  pa vo dastumet ar pobloù hag an holl rouantelezhioù, evit servijañ an AOTROU.

24  Diskaret en deus va nerzh en hent, berraet en deus va deizioù.

24  Lavaret em eus: Va Doue, na’m dilam ket e-kreiz va deizioù. Da vloavezhioù a bad a oad da oad.

26  Gwechall ec’h eus diazezet an douar, hag an neñvoù a zo labour da zaouarn.

27  Da netra e teuint met chom a ri, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant, hag e cheñchi anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet,

28  met te a zo bepred an hevelep hini, ha da vloavezhioù n’echuint ket.

29  Mibien da servijerien a vo o chom en diskuizh, hag o lignez a vo startaet dirazout.

 

Salm 103

1  Salm David. Va ene, bennig an AOTROU, ha ra vennigo kement a zo ennon e anv santel!

2  Va ene, bennig an AOTROU, ha n’ankounac’ha hini eus e vadoberoù!

3  Eñ eo a bardon dit da holl zireizhder, a bare da holl gleñvedoù,

4  a denn da vuhez eus ar poull, a gurun ac’hanout a vadelezh hag a druez,

5  a leugn da c’henoù a vadoù, ma’z eo da yaouankiz adnevezet evel hini un erer.

6  An AOTROU a ro o gwir hag o reizh d’an holl re a zo gwasket.

7  Roet en deus da anavezout e hentoù da Voizez, hag e vurzhudoù da vibien Israel.

8  An AOTROU a zo truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.

9  Ne c’hourdrouz ket da viken, ne zalc’h ket e gounnar bepred,

10  ne ra ket deomp hervez hor pec’hedoù, ne rent ket deomp hervez hon direizhder.

11  Rak kement emañ an neñvoù savet dreist an douar, kement eo e vadelezh vras e-keñver ar re a zouj anezhañ.

12  Pellaet en deus diouzhimp hon direizhder, kement ha ma emañ ar sav-heol pell diouzh ar c’huzh-heol.

13  Evel m’en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,

14  rak gouzout a ra eus petra ez omp graet, soñj en deus n’omp nemet poultrenn.

15  Deizioù an den a zo evel ar geot. Bleuniañ a ra evel bleuñv ar parkeier,

16  an avel o vezañ tremenet warnañ, n’emañ ken, ha n’eo ken anavezet gant al lec’h m’edo.

17  Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da viken evit ar re a zouj anezhañ, hag e reizhder evit mibien o mibien,

18  evit a re a vir e emglev, hag o devez soñj eus e c’hourc’hemennoù evit sentiñ outo.

19  An AOTROU en deus lakaet e dron en neñvoù, e ren en deus ar galloud war bep tra.

20  Bennigit an AOTROU, c’hwi e aeled, c’hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c’hourc’hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!

21  Bennigit an AOTROU, c’hwi e holl armeoù, c’hwi hag a zo e servijerien hag a ra e volontez!

22  Bennigit an AOTROU, c’hwi e holl oberennoù, e pep lec’h e aotrouniezh! Va ene, bennig an AOTROU!

 

Salm 104

1  Va ene, bennig an AOTROU! AOTROU va Doue, bras-meurbet out, gwisket a splannder hag a veurded.

2  En em baket er sklêrijenn evel un dilhad, ec’h astenn an neñvoù evel un deltenn,

3  sevel a ra e chomlec’h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,

4  ober a ra eus e aeled speredoù, eus e servijerien ur flamm-tan.

5  Lakaet en deus an douar war e ziazezoù, divrall eo da viken.

6  E c’holoet ez poa gant an donder evel gant ur gwiskamant, an doureier en em zalc’he war ar menezioù.

7  Da’z kourdrouz, en em dennjont, ouzh trouz da gurun, e tec’hjont.

8  Ar menezioù a savas, an traoniennoù a izelaas, el lec’h ma ez poa merket dezho.

9  Un harz ec’h eus lakaet d’an doureier ha ne dremenint ket pelloc’h, ne zistroint ket da c’holeiñ an douar.

10  Kas a ra mammennoù en traoniennoù, hag e redont etre ar menezioù.

11  Holl loened ar parkeier a ev diouto, an ezen gouez a dorr o sec’hed enno.

12  Laboused an neñv a zo o chom war o ribloù, o kanañ en o delioù.

13  Eus e chomlec’h uhel, e toura ar menezioù. An douar a zo leuniet gant frouezh da oberoù.

14  Lakaat a ra ar foenn da ziwanañ evit al loened, hag ar geot evit servij an den, o lakaat ar bevañs da zont eus an douar,

15  hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc’h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.

16  Gwez an AOTROU o deus o gwalc’h, hag ivez sedrez al Liban en deus plantet.

17  Eno eo e ra al laboused o neizhioù, ar siprez eo chomlec’h ar c’hwibon.

18  Ar menezioù uhel a zo evit ar c’hragvouc’hed, ar reier a zo ur repu evit ar c’honikled.

19  Graet en deus al loar evit merkañ an amzerioù, an heol a anavez eur e guzh.

20  Degas a rez an deñvalijenn, hag e teu an noz, ma pourmen enni holl loened ar c’hoadoù.

21  Al leoned yaouank a yud war-lerc’h ar preizh, hag a c’houlenn digant Doue o boued.

22  An heol a sav, en em denn a reont, hag e c’hourvezont en o zoulloù.

23  An den a ya d’e labour, ha d’e drevell betek an abardaez.

24  O AOTROU, pegen niverus eo da oberoù! An holl ac’h eus graet gant furnez. An douar a zo leun eus da binvidigezhioù.

25  Hag ar mor bras ha ledan! Eno ez eus loened hep niver, bras ha bihan.

26  Eno e pourmen al listri, hag al Leviatan-se ac’h eus graet evit c’hoari ennañ.

27  An holl a zo en gortoz ac’hanout, evit ma roi dezho o boued e koulz.

28  Hag e roez dezho hag en dastumont; digeriñ a rez da zaouarn hag o deus o gwalc’h a vadoù.

29  Ha kuzhat a rez da zremm? Int a zo kollet. Ha tennañ a rez da alan diouto? Neuze e varvont hag e tistroont en o foultr.

30  Ha kas a rez da Spered? Krouet int hag e nevesaez dremm an douar.

31  Ra bado gloar an AOTROU da viken! Ra laouenaio an AOTROU en e oberennoù!

32  Sellout a ra ouzh an douar hag e kren, stekiñ a ra ouzh ar menezioù hag e tivogedont.

33  Kanañ a rin d’an AOTROU e-keit ha ma vevin, meuliñ a rin va Doue e-keit ha ma padin.

34  Ra vo plijus dezhañ va fedenn! Laouenaat a rin en AOTROU.

35  Ra vo lamet ar bec’herien a-ziwar an douar, ha ra ne vo ken an dud fall! Va ene, bennig an AOTROU! Meulit an AOTROU!

 

Salm 105

1  Meulit an AOTROU, pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!

2  Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù!

3  Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU!

4  Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit dalc’hmat e zremm!

5  Ho pet soñj eus ar burzhudoù en deus graet, eus e virakloù hag eus barnedigezhioù e c’henoù,

6  c’hwi, lignez Abraham e servijer, mibien Jakob e hini dibabet!

7  Eñ eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioù a zo war an douar holl.

8  Soñj en deus da viken eus e emglev, eus e bromesa a reas evit mil rummad,

9  eus an emglev a reas gant Abraham, eus al le a reas da Izaak,

10  hag a startaas e Jakob evit bezañ ur reol, evit bezañ da Israel un emglev peurbadus,

11  o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho hêrezh eo.

12  Pa ne oant nemet un dornad tud, nebeut anezho ha diavaezidi er vro,

13  o vont a vroad da vroad hag a rouantelezh d’ur rouantelezh all,

14  ne lezas den d’o gwaskañ, hag e kastizas rouaned abalamour dezho,

15  o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da’m frofeded!

16  Galvet en deus ar gernez war an douar, ha torret holl sikour bara.

17  Kas a reas en o raok un den: Jozef a voe gwerzhet evel sklav.

18  Stardet e voe e dreid e chadennoù, lakaet e voe an hern ouzh e vuhez,

19  betek an amzer ma en em gavas ar pezh en doa lavaret, ha ma en roas da anavezout ger an AOTROU.

20  Ar roue a gasas d’e zieubiñ, mestronier ar pobloù en divac’has.

21  E lakaat a reas da aotrou en e di, ha da c’houarnour eus e holl vadoù,

22  evit chadennañ diouzh e ziviz e briñsed, ha kelenn ar furnez d’e henaourien.

23  Neuze Israel a zeuas d’an Ejipt, Jakob a zeuas da chom e bro Cham.

24  Doue a lakaas e bobl da greskiñ kalz-meurbet, da vezañ galloudusoc’h eget o enebourien.

25  Goude e cheñchas o c’halon, kement ken e kasajont e bobl, hag e rejont gaou bras d’e servijerien.

26  Kas a reas Moizez e servijer, hag Aaron en doa dibabet.

27  Ober a rejont burzhudoù en o c’hreiz, ha mirakloù e bro Cham.

28  Kas a reas an deñvalijenn hag e reas an dic’houloù, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.

29  Treiñ a reas o doureier e gwad, hag e reas mervel o fesked.

30  An douar a vervas a raned, betek e kambroù o rouaned.

31  Komz a reas hag e teuas kelien, ha laou en o holl vro.

32  E-lec’h glav e roas dezho grizilh, ha flammoù-tan war o bro.

33  Skeiñ a reas gant o gwiniegoù hag o gwez-fiez, hag e torras gwez o douar.

34  Komz a reas hag e teuas kilheien-raden, amprevaned debrus diniver,

35  a lonkas holl c’heot o bro, hag a lonkas frouezh o farkeier.

36  Skeiñ a reas gant an holl re gentañ-ganet en o bro, holl frouezh kentañ o nerzh.

37  Neuze e lakaas anezho da vont er-maez gant arc’hant hag aour, hag en o meuriadoù ne oa den o vrañsellat.

38  An Ejipt a laouenaas pa’z ejont kuit, rak an aon dirak Israel a oa kroget enno.

39  Astenn a reas ar goabrenn d’o goleiñ, hag an tan d’o sklêrijennañ en noz.

40  Pa c’houlennjont e kasas koailhed dezho, hag o gwalc’h a roas dezho eus bara an neñv.

41  Digeriñ a reas ar roc’h hag an doureier a redas, mont a rejont dre al lec’hioù sec’h evel ur stêr.

42  Rak soñj en doe eus e gomz santel, hag eus Abraham e servijer.

43  Hag e lakaas e bobl da vont er-maez gant laouenidigezh, e re zibabet gant kanaouennoù a levenez.

44  Reiñ a reas dezho douaroù ar broadoù, hag e perc’hennjont labour ar pobloù,

45  evit ma virjent e reolennoù, ha ma heuilhjent e lezennoù. Meulit an AOTROU!

 

Salm 106

1  Meulit an AOTROU! Kinnigit trugarekadennoù d’an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!

2  Piv a c’hello disklêriañ oberoù bras an AOTROU, ha reiñ da anavezout e holl veuleudioù?

3  Eürus ar re a vir ar pezh a zo reizh, a ra e pep amzer ar pezh a zo eeun!

4  AOTROU, az pez soñj ac’hanon ez madelezh e-keñver da bobl, laka da silvidigezh da zont din,

5  evit ma welin eurvad da re zibabet, ma laouenain e levenez da bobl, ha ma kavin gloar gant da hêrezh.

6  Pec’het hon eus, ni hag hon tadoù. Oberiet hon eus gant fallentez, an droug hon eus graet.

7  Hon tadoù en Ejipt ne voent ket evezhius ouzh da vurzhudoù, n’o doe ket soñj eus da vadelezhioù diniver, met disent e voent e-tal ar mor, war-zu ar Mor Ruz.

8  Hag e saveteas anezho dre garantez evit e anv, evit reiñ da anavezout e c’halloud.

9  Gourdrouz a reas ar Mor Ruz hag e sec’has, hag e renas anezho dre an donder evel dre ar gouelec’h.

10  O saveteiñ a reas eus daouarn an heskiner, hag o dieubas eus daouarn an enebour.

11  An doureier a c’holoas o heskinerien, ha ne chomas hini anezho.

12  Neuze e kredjont en e gomzoù, hag e kanjont e veuleudi.

13  Prest ec’h ankounac’hajont e oberennoù, n’esperjont ket en e venozioù.

14  En em reiñ a rejont d’an droukc’hoant er gouelec’h, hag e temptjont Doue el lec’h digenvez.

15  Neuze e roas dezho ar pezh o doa goulennet, met kas a reas warno an dizeriañ.

16  Gwarizi o doe ouzh Moizez er c’hamp, hag ouzh Aaron, sant an AOTROU.

17  An douar a zigoras, hag a lonkas Datan, hag a c’holoas bagad Abiram.

18  An tan a grogas en o bodadeg, ar flamm a guzumas ar re zrouk.

19  Ul leue a rejont en Horeb, hag e stoujont dirak ur skeudenn deuzet,

20  trokañ a rejont o gloar ouzh dremm un ejen a zebr ar geot.

21  Ankounac’haat a rejont Doue o dieuber, en doa graet traoù bras en Ejipt,

22  traoù burzhudus e bro Cham, ha traoù spontus war ar Mor Ruz.

23  Hag e komze eus distrujañ anezho, ma ne vije ket en em lakaet Moizez e hini dibabet ouzh ar freuz dirazañ, evit distreiñ e fulor, evit n’o dispennje ket.

24  Disprizout a rejont an douar a zudi, ne gredjont ket d’e gomz,

25  grozmolat a rejont en o zeltennoù, ne selaoujont ket mouezh an AOTROU.

26  Neuze e touas dezho o lazhañ er gouelec’h,

27  lakaat o lignez da gouezhañ etre ar broadoù, o stlabezañ en holl vroioù.

28  En em stagañ a rejont ouzh Baal-Peor, hag e tebrjont aberzhoù ar re varv.

29  Kounnariñ a rejont Doue dre o oberennoù, kement ma savas ur walenn en o zouez.

30  Met Fineas en em ziskouezas hag a reas reizhder, hag ar walenn a baouezas.

31  Kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder, a oad da oad, da viken.

32  Kounnariñ a rejont anezhañ ivez tost da zoureier Meriba, hag ec’h erruas droug gant Moizez en abeg dezho.

33  Rak stourm a rejont ouzh e spered, hag e komzas skañvik eus e vuzelloù.

34  Ne voe ket distrujet ganto ar pobloù, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU dezho.

35  En em veskañ a rejont gant ar broadoù, hag e teskjont o oberennoù,

36  servijañ a rejont o idoloù, ar pezh a voe ur pech evito,

37  hag ec’h aberzhjont o mibien hag o merc’hed d’an diaouled.

38  Skuilhañ a rejont ar gwad didamall, gwad o mibien hag o merc’hed a aberzhjont da idoloù Kanaan; hag ar vro a voe disakret gant ar muntroù-se.

39  Hag en em saotrjont dre o oberoù, hag en em rojont d’ar gasterezh dre o doare.

40  Kounnar an AOTROU en em danas a-enep e bobl, euzh en doe ouzh e hêrezh.

41  O lakaat a reas etre daouarn ar broadoù, ar re o c’hasae a renas warno,

42  o enebourien o gwaskas, hag e voent dismegañset didan o dorn.

43  Meur a wech e tieubas anezho, met en em ziskouez a rejont disent en o c’hoantoù, hag en em golljont dre o direizhder.

44  Koulskoude e sellas outo en o estrenvan, pa glevas o c’hriadennoù.

45  Soñj en deus bet en o c’heñver eus e emglev, hag en deus bet keuz hervez braster e drugarez.

46  Lakaet en deus anezho da gavout truez e-kichen an holl re o dalc’he er sklavelezh.

47  Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.

48  Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!

 

Pempvet Levr: Salmoù 107-150

 

Salm 107

1  Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!

2  Ra lavaro evel-se dasprenidi an AOTROU, ar re en deus dasprenet eus dorn ar gwasker,

3  hag en deus dastumet eus broioù ar sav-heol hag ar c’huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c’hreisteiz.

4  Kantren a raent er gouelec’h, en un hent digenvez, ha ne gavent ket ur gêr da chom enni.

5  Naon ha sec’hed o doa, o ene a semple enno.

6  Neuze o deus kriet d’an AOTROU en o estrenvan, hag o dieubet en deus eus o enkrezioù.

7  O renet en deus dre an hent eeun, da gavout ur gêr da chom enni.

8  Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e vurzhudoù e-keñver mibien an dud!

9  Rak roet en deus e walc’h d’an ene en doa sec’hed, ha leuniet en deus a vadoù an ene en doa naon.

10  Ar re a oa o chom en deñvalijenn hag e skeud ar marv, a oa dalc’het en glac’har hag en hern,

11  dre ma oant bet disent ouzh gerioù Doue, hag o deus disprizet kuzul an Uhel-Meurbet.

12  Izelaat a reas o c’halon dre ar boan, hag e kouezhjont pell eus pep sikour.

13  Neuze o deus kriet d’an AOTROU en o glac’har, hag eñ en deus o dieubet eus o enkrezioù.

14  Tennet en deus anezho eus an deñvalijenn hag eus skeud ar marv, torret en deus o ereoù.

15  Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e vurzhudoù e-keñver mibien an dud!

16  Rak bruzunet en deus an dorojoù arem, ha torret ar barrennoù houarn.

17  Ar re ziskiant a oa glac’haret, en abeg da hent o disentidigezh hag o direizhder;

18  o ene en doa euzh ouzh pep boued, stekiñ a raent ouzh dorioù ar marv.

19  Neuze o deus kriet d’an AOTROU en o estrenvan, hag eñ en deus o dieubet eus o enkrez.

20  Kaset en deus e gomz, o yac’haet en deus, hag o zennet en deus eus ar bezioù.

21  Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e vurzhudoù e-keñver mibien an dud!

22  Ra ginnigint aberzhoù a drugarekadennoù, ha ma tisklêrint e oberennoù o kanañ gant levenez.

23  Ar re a ziskenn war ar mor el listri, hag a genwerzh war an doureier bras,

24  ar re-se o deus gwelet oberennoù an AOTROU hag e vurzhudoù el lec’hioù don.

25  Komz a reas hag e lakaas ur barr-avel da c’hwezhañ, a savas koummoù ar mor.

26  Pignat a reont war-zu an neñv, diskenn a reont en donder, o ene a deuz gant an enkrez.

27  Evel un den mezv e troidellont hag e vrañsellont, o holl furnez a vank dezho.

28  Neuze o deus kriet d’an AOTROU en o estrenvan, hag eñ en deus o zennet eus o enkrez.

29  Herzel a ra ar barrad gwallamzer, e dro e sioulder, hag an doureier a dav.

30  Laouenaat a reont dre ma’z int sioulaet. Hag e ren anezho d’ar porzh a c’hoantaent.

31  Ra veulint madelezh an AOTROU, hag e vurzhudoù e-keñver mibien an dud!

32  Ra uhelaint anezhañ e bodadeg ar bobl, ra veulint anezhañ e kuzul an henaourien!

33  Treiñ a ra ar stêrioù er gouelec’h, ar mammennoù dour en un douar sec’h,

34  ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour da fallentez e annezerien.

35  Treiñ a ra ar gouelec’h e stank, hag an douar sec’h e mammennoù dour,

36  da lakaat ar re naonek da chom eno. Sevel a reont ur gêr da chom enni,

37  hadañ a reont parkeier ha platañ gwini, a ro frouezh bep bloaz.

38  Bennigañ a ra anezho hag e kreskont kalz, ne lez ket o loened da nebeutaat.

39  Neuze e tigreskont hag ez int izelaet dre ar gwaskerezh, ar gwalleur hag ar boan.

40  Skuilhañ a ra an dispriz war ar re vras, hag e laka anezho da gerzhout en ur gouelec’h hep hent.

41  Sevel a ra ar paour eus ar glac’har, hag e laka da greskiñ an tiegezhioù evel tropelloù.

42  An dud reizh a wel kement-se hag a laouena, met genoù ar re zireizh a chom serret.

43  Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.

 

Salm 108

1  Kanaouenn; salm David.

2  Va c’halon a zo prest, o Doue! Me a gano, me a veulo, va gloar eo.

3  Dihunit, va lud ha va zelenn! Me a ziaraogin ar gouloù-deiz.

4  Da veuliñ a rin e-touez ar pobloù, o AOTROU, da ganañ e-touez ar broadoù,

5  rak da vadelezh a sav dreist an neñvoù, ha da wirionez betek ar c’hoabr.

6  O Doue! Sav war an neñvoù. Ra vo da c’hloar war an douar holl,

7  abalamour da’z re garet-mat da vezañ dieubet. Va savete gant da du dehou ha va selaou!

8  Doue en deus komzet en e santual, me a laouenaio. Lodennañ a rin Sichem, muzuliañ a rin traonienn Sukkod,

9  Galaad a zo din, din eo Manase, Efraim eo moger va fenn, Juda eo va lezenner,

10  Moab eo ar gibell en em walc’han enni, teurel a ran va botez war Edom, leuskel a ran kriadennoù a levenez war vro ar Filistined!

11  Piv am blenio etrezek ar gêr greñv? Piv am c’haso betek Edom?

12  Ha n’eo ket te, o Doue, hag ac’h eus hon taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoù?

13  Ro deomp sikour evit tec’hout diouzh an estrenvan, rak skoazell an den n’eo nemet moged.

14  E Doue e vrezelimp gant nerzh, hag eñ eo a vac’ho hon enebourien.

 

Salm 109

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  O Doue va meuleudi, na dav ket! Rak genoù an den drouk ha genoù an den fall a zo digoret a-enep din. Komz a reont din gant un teod gaouiat.

3  Va c’helc’hiañ a reont gant komzoù a gasoni, hag e reont din ar brezel hep abeg.

4  Tra ma karan, en em reont va enebourien, ha me ne ran nemet pediñ.

5  Rentet o deus din an droug evit ar mad, hag ar gasoni evit ar garantez.

6  Laka warnañ un den drouk, ha ma en em zalc’ho un heskiner en e du dehou!

7  Pa vo barnet, ma vo disklêriet kablus, ha ma vo kontet dezhañ e bedenn evel pec’hed!

8  Ra vo berraet dezhañ niver e zeizioù, ra gemero unan all e garg!

9  Ra vo e vibien minored, hag e wreg intañvez!

10  Ra vo e vibien kantreerien ha paour, ra vo ret dezho mont da glask bara pell eus o mogerioù!

11  Ra daolo ar c’hredour ar roued war ar pezh en deus, ra breizho diavaezidi e labour!

12  Ra ne vo den da virout outañ e vadelezh, ra n’en devo den truez ouzh e vinored!

13  Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv gant ar rummad da zont!

14  Ra zeuio da soñj d’an AOTROU direizhder e dadoù, ra ne vo ket kaset kuit pec’hed e vamm,

15  ra vint atav dirak an AOTROU, ra vo o eñvor lamet kuit eus an douar,

16  rak n’en deus ket bet soñj d’ober gant madelezh, rak en deus heskinet an hini glac’haret ha paour hag an den a galon rannet, evit e lakaat da vervel!

17  Karet en deus ar vallozh, dont a raio warnañ. N’en deus ket kavet plijadur er vennozh, pellaat a raio dioutañ.

18  Goloet e vo a vallozh evel gant ur vantell, mont a raio en e gorf evel dour hag en e eskern evel eoul,

19  bez’ e vo evel ur gwiskamant ouzh e bakañ, evel ur gouriz atav ouzh e c’hourizañ.

20  Evel-se e vo, eus perzh an AOTROU, gopr va heskinerien, hag ar re a lavar droug a-enep din.

21  Met te, AOTROU va Doue, gra em c’heñver abalamour da’z anv, hervez braster da vadelezh, va dieub,

22  rak me ‘zo glac’haret ha paour, ha va c’halon a zo rannet em diabarzh.

23  Mont a ran evel ar skeud pa gouezh, kaset on kuit evel ar c’hilheien-raden.

24  Va daoulin a vrañsell gant ar yun, va c’hig en deus kollet e lard.

25  Me a zo evito un abeg a zismegañs; o welout ac’hanon, e hejont o fenn.

26  Bez va sikour, AOTROU va Doue! Va savete hervez da vadelezh,

27  evit ma ouezint ez eo da zorn, ez eo te, AOTROU, en deus graet kement-se.

28  Milligañ a raint, te a vennigo. Sevel a reont, met int a ruzio ha da servijer a laouenaio.

29  Ra vo va enebourien gwisket a zismegañs, ha goloet gant o mezh evel gant ur vantell!

30  Va genoù a veulo uhel an AOTROU, e uhelaat a rin e-kreiz ar vodadeg,

31  rak en em zerc’hel a ra en tu dehou d’an ezhommeg, evit e saveteiñ eus ar re a gondaon e ene.

 

Salm 110

1  Salm David. An AOTROU en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.

2  An AOTROU a astenno eus Sion da walenn c’halloudus: Ren e-kreiz da enebourien.

3  Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma’z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c’hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.

4  An AOTROU en deus touet ha n’en em zislavaro ket, te a zo aberzhour da viken hervez urzh Melkizedek.

5  An Aotrou a zo a-zehoù dit, bruzunañ a raio rouaned en deiz e fulor.

6  Barn a raio e-touez ar broadoù, leuniañ a raio holl a gorfoù marv, bruzunañ a raio ar penn a ren war ur vro vras.

7  Evañ a raio eus ar froud en hent, setu perak e savo e benn.

 

Salm 111

1  Meulit an AOTROU! Me a veulo an AOTROU eus kreiz va c’halon, e kuzul an dud reizh hag er vodadeg

2  Oberennoù an AOTROU a zo bras, enklasket int gant an holl re a gav plijadur enno.

3  E oberenn n’eo nemet splannder ha meurded, hag e reizhder a bad da viken.

4  Lezet en deus an eñvor eus e vurzhudoù, an AOTROU a zo trugarezus ha truezus.

5  Reiñ a ra da vevañ d’an holl re a zouj anezhañ, soñj en devez atav eus e emglev.

6  Roet en deus da anavezout d’e bobl galloud e oberennoù, en ur reiñ dezho hêrezh ar broadoù.

7  Oberennoù e zaouarn n’int nemet reizhder ha gwirionez, hag e holl c’hourc’hemennoù a zo gwirion.

8  Startaet int atav ha da viken, graet int gant gwirionez hag eeunder.

9  Kaset en deus an dasprenadur d’e bobl, diazezet en deus e emglev da viken. E anv a zo santel ha spontus.

10  Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c’hourc’hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.

 

Salm 112

1  Meulit an AOTROU! Eürus an den a zouj an AOTROU, hag a gav e blijadur en e c’hourc’hemennoù!

2  E lignez a vo galloudus war an douar, gouenn an dud eeun a vo benniget.

3  Ar fonnusted hag ar binvidigezh a vo en e di, hag e reizhder a bad da viken.

4  Ar sklêrijenn a sav en deñvalijenn evit an den eeun; truezus eo, trugarezus ha reizh.

5  Eürus an den a zo truezus hag a brest, seven a ra e oberoù hervez ar reizhder!

6  Ne vo biken brañsellet, eñvor an den reizh a vo peurbadus.

7  N’en deus ket aon rak ar c’heloù fall, e galon a zo start, o fiziout en AOTROU.

8  E galon, harpet mat, n’he devo ket aon, betek ma en devo diskuizhet e sell war e enebourien.

9  Skuilhet en deus, roet en deus d’ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.

10  An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c’hrigoñs e zent hag e tisec’h. C’hoant ar re zrouk a yelo da get.

 

Salm 113

1  Meulit an AOTROU! Meulit, c’hwi servijerien an AOTROU, meulit anv an AOTROU!

2  Ra vo benniget anv an AOTROU, a-vremañ ha da viken!

3  Adalek ar sav-heol betek ar c’huzh-heol, ra vo meulet anv an AOTROU!

4  An AOTROU a zo savet dreist an holl vroadoù, e c’hloar a zo dreist an neñvoù.

5  Piv a zo heñvel ouzh an AOTROU hon Doue, o chom el lec’hioù uhel-meurbet,

6  sellout a ra d’an traoñ ouzh an neñv hag ouzh an douar,

7  hag e tenn an hini bihan eus ar poultr hag e sav ar paour diwar an teil,

8  evit e lakaat da azezañ gant ar re vras, gant re vras e bobl.

9  Reiñ a ra un ti d’ar wreg gaonac’h, hag e ra anezhi ur vamm laouen da veur a vugel. Meulit an AOTROU!

 

Salm 114

1  Pa’z eas Israel er-maez eus an Ejipt, ha tiegezh Jakob eus a-douez ur bobl kriz,

2  Juda a voe e santual, hag Israel a zeuas da vezañ e zomani.

3  Ar mor en gwelas hag a dec’has, ar Jordan a zistroas a-dreñv,

4  ar menezioù a lammas evel tourzed, hag ar c’hrec’hiennoù evel oaned.

5  Petra az poa, o mor, evit tec’hout? Ha te, Jordan, evit distreiñ a-dreñv?

6  Ha c’hwi, menezioù, evit lammat evel tourzed? Ha c’hwi, krec’hiennoù, evel oaned?

7  Dour, kren dirak dremm an Aotrou, dirak dremm Doue Jakob,

8  a dro ar roc’h en ur stank, ar maen kalet e mammennoù doureier.

 

Salm 115

1  N’eo ket deomp-ni, AOTROU, n’eo ket deomp-ni, met da’z anv ro gloar, abalamour da’z madelezh, abalamour da’z kwirionez.

2  Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec’h eta emañ o Doue?

3  Hon Doue, en neñvoù emañ, hag e ra kement a blij gantañ.

4  O idoloù a zo arc’hant hag aour, ul labour daouarn den.

5  Ur genoù o deus ha ne gomzont ket, daoulagad o deus ha ne welont ket,

6  divskouarn o deus ha ne glevont ket, ur fri o deus ha ne c’hweshaont ket,

7  daouarn ha ne stokont ket, treid ha ne gerzhont ket, ne reont trouz ebet gant o c’horzailhenn.

8  Dont a raio da vezañ heñvel outo ar re o gra, hag ar re a laka o fiziañs enno.

9  Israel, fiz en AOTROU! Eñ eo o sikour hag o skoed.

10  Ti Aaron, fiziit en AOTROU! Eñ eo o sikour hag o skoed.

11  C’hwi a zouj an AOTROU, fiziit en AOTROU! Eñ eo o sikour hag o skoed.

12  An AOTROU en deus bet soñj ac’hanomp, bennigañ a raio, bennigañ a raio ti Israel, bennigañ a raio ti Aaron.

13  Bennigañ a raio ar re a zouj an AOTROU, ar re vihan evel ar re vras.

14  An AOTROU a roio deoc’h madoù, deoc’h ha d’ho pugale.

15  Benniget oc’h gant an AOTROU, a reas an neñvoù hag an douar.

16  Diwar-benn an neñvoù, an neñvoù a zo d’an AOTROU, met roet en deus an douar da vibien an dud.

17  Ar re varv ne veulint ket an AOTROU, nag an holl re a ziskenn e lec’hioù ar sioulder.

18  Met ni a vennigo an AOTROU, a-vremañ ha da viken. Meulit an AOTROU!

 

Salm 116

1  Karout a ran an AOTROU, rak klevet en deus va mouezh ha va erbedennoù,

2  stouet en deus e skouarn war-zu ennon. Setu perak e pedin anezhañ va buhez-pad.

3  Ereoù ar marv o doa va c’helc’hiet, enkrezioù ar bez o doa kroget ennon, kavet em boa an estrenvan hag ar glac’har,

4  met pedet em eus anv an AOTROU: O AOTROU, dieub va ene!

5  An AOTROU a zo truezus ha reizh, hon Doue a ra trugarez.

6  An AOTROU a ziwall ar re vihan, ezhommek e oan hag en deus va saveteet.

7  Distro da’z tiskuizh, va ene, rak an AOTROU en deus graet vad dit.

8  Dieubet ec’h eus va ene eus ar marv, va daoulagad eus an daeroù, va zreid eus ar gouezhadenn.

9  Kerzhout a rin dirak dremm an AOTROU war douar ar re vev.

10  Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Bet e oan gwall c’hlac’haret.

11  Lavarout a raen em zrubuilh: Pep den a zo gaouiat.

12  Petra a rentin d’an AOTROU? E holl vadoberoù a zo warnon.

13  Kemer a rin hanaf an dieubidigezh, hag e pedin anv an AOTROU.

14  Seveniñ a rin va gouestloù d’an AOTROU dirak e holl bobl.

15  Marv re garet-mat an AOTROU a zo prizius dirak e zaoulagad.

16  Da bediñ a ran, o AOTROU, rak me a zo da servijer, da servijer mab da vatezh. Dieret ec’h eus va ereoù.

17  Kinnig a rin dit an aberzh a drugarekadennoù, hag e pedin anv an AOTROU.

18  Seveniñ a rin va gouestloù d’an AOTROU dirak e holl bobl,

19  e leurioù ti an AOTROU, en da greiz, Jeruzalem. Meulit an AOTROU!

 

Salm 117

1  Meulit an AOTROU, c’hwi an holl vroadoù! Kanmeulit eñ, c’hwi an holl bobloù!

2  Rak e vadelezh a zo bras en hor c’heñver, ha fealded an AOTROU a bad da viken. Meulit an AOTROU!

 

Salm 118

1  Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken.

2  Ra lavaro Israel ivez e pad e drugarez da viken.

3  Ra lavaro tiegezh Aaron e pad e drugarez da viken.

4  Ra lavaro ar re a zouj an AOTROU e pad e drugarez da viken.

5  Eus kreiz an estrenvan em eus galvet an AOTROU, hag an AOTROU en deus va selaouet ha va lakaet er frankiz.

6  An AOTROU a zo evidon, ne’m bo aon rak netra. Petra a raio an den din?

7  An AOTROU a zo evidon e-touez ar re am sikour, hag e sellin hep aon ouzh ar re am c’hasa.

8  Gwelloc’h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout en den.

9  Gwelloc’h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout er re vras.

10  An holl vroadoù o doa va enkelc’hiet, met en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoù.

11  Va enkelc’hiet o doa, ya, va enkelc’hiet o doa, met en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoù.

12  Va enkelc’hiet o doa evel ar gwenan, mouget int bet evel un tan drein, rak en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoù.

13  Va bountet ez poa start da gouezhañ, met an AOTROU en deus va sikouret.

14  An AOTROU eo va nerzh ha va c’han, bet eo va dieuber.

15  Ur vouezh eus kanoù a drec’h a sav e teltennoù ar re reizh: Tu dehou an AOTROU a zo galloudus!

16  Tu dehou an AOTROU a zo uhel bras, tu dehou an AOTROU a zo galloudus!

17  Ne varvin ket met bevañ a rin, hag e tisklêrin oberennoù an AOTROU.

18  An AOTROU en deus va c’hastizet rust, met n’en deus ket va roet d’ar marv.

19  Digorit din dorioù ar reizhder, mont a rin ennoc’h hag e veulin an AOTROU.

20  Amañ emañ dor an AOTROU, ar re reizh a yelo enni.

21  Me az meulo rak selaouet ec’h eus ac’hanon, hag out bet va dieuber.

22  Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn.

23  Kement-se a zo bet graet gant an AOTROU, ur burzhud d’hon daoulagad.

24  Hemañ eo an deiz en deus graet an AOTROU, tridomp ha laouenaomp ennañ!

25  O AOTROU, ro ar silvidigezh! O AOTROU, ro ar fonnusted!

26  Benniget ra vo an hini a zeu en anv an AOTROU! Ho pennigañ a reomp eus ti an AOTROU.

27  An AOTROU eo Doue hag en deus hor sklêrijennet. Liammit gant kerdin loen an aberzh, degasit anezhañ betek kerniel an aoter.

28  Te eo va Doue, me az meulo. Va Doue, da uhelaat a rin.

29  Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken.

 

Salm 119

א  Alef

1  Eürus ar re a zo eeun en o hent, a gerzh hervez lezenn an AOTROU!

2  Eürus ar re vir e destenioù, a glask anezho a-greiz o c’halon,

3  na reont ket an direizhder, hag a gerzh en e hentoù!

4  Urzhiet ec’h eus da gemennadurioù, evit ma vint miret gant evezh.

5  O! Ra vo reizhet mat va hentoù, evit ma virin da reolennoù.

6  Neuze ne ruzin ket o sellout ouzh da holl c’hourc’hemennoù.

7  Da veuliñ a rin en eeunder va c’halon, pa em bo desket da varnedigezhioù reizh.

8  Fellout a ra din mirout da reolennoù. Na’m dilez ket a-grenn!

ב  Bet

9  Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.

10  Da glask a ran eus kreiz va c’halon, na’m lez ket da ziheñchañ pell diouzh da c’hourc’hemennoù!

11  Dalc’het em eus da c’her em c’halon, evit na bec’hin ket en da enep.

12  Ra vi benniget, o AOTROU! Desk din da reolennoù.

13  Disklêriañ a ran gant va muzelloù holl varnedigezhioù da c’henoù.

14  Laouenaat a ran en hent eus da destenioù, evel ma vefe ganin holl binvidigezhioù.

15  Prederiañ a rin war da gemennadurioù, hag e sellin ouzh da wenodennoù.

16  Kavout a rin va flijadur ez reolennoù, ha n’ankounac’hain ket da gomzoù.

ג  Gimel

17  Gra ar vadelezh-se da’z servijer, ma vevin ha ma virin da gomz.

18  Digor va daoulagad, evit ma welin burzhudoù da lezenn.

19  Diavaeziad on war an douar, na guzh ket da c’hourc’hemennoù ouzhin!

20  Va ene a zo kuzumet er garantez en deus a bep amzer evit da varnedigezhioù.

21  Gourdrouz a rez ar re lorc’hus milliget, a bella eus da c’hourc’hemennoù.

22  Lam diwarnon ar vezh hag an dispriz, rak mirout a ran da destenioù.

23  Ar re c’halloudek zoken a zo azezet hag o deus komzet em enep, met da servijer a breder war da reolennoù.

24  Setu perak da destenioù a zo va flijadur ha va c’huzulierien.

ד  Dalet

25  Va ene a zo staget ouzh ar poultr. Gra din advevañ hervez da gomz!

26  Disklêriet em eus dit va hentoù hag ec’h eus respontet din. Desk din da reolennoù.

27  Ro din da anavezout hent da gemennadurioù, hag e komzin eus da vurzhudoù.

28  Va ene a ouel gant ar glac’har. Va adsav hervez da gomz!

29  Pella diouzhin hent ar gaou, ha ro din ar c’hras da virout da lezenn.

30  Dibabet em eus hent ar wirionez, lakaet em eus da varnedigezhioù dirak va daoulagad,

31  staget on ouzh da destenioù, AOTROU, na’m laka ket mezhek!

32  Redek a rin en hent da c’hourc’hemennoù, pa ez po lakaet va c’halon er frankiz.

ה  He

33  AOTROU, kelenn din hent da reolennoù, hag e virin anezhañ betek an dibenn.

34  Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e heuilhin anezhi a-greiz va c’halon.

35  Va laka da gerzhout en hent da c’hourc’hemennoù, rak kavout a ran plijadur enno.

36  Stou va c’halon etrezek da destenioù, ha nann war-zu ar gounid.

37  Distro va daoulagad diouzh gwel an traoù didalvez, va laka da advevañ ez hentoù!

38  Starta da’z servijer da c’her, a zo evit ar re a zouj ac’hanout.

39  Distro diouzhin ar vezh am eus aon anezhi, rak da varnedigezhioù a zo mat.

40  Setu, e huanadan war-lerc’h da gemennadurioù. Va laka da advevañ dre da reizhder!

ו  Vav

41  Ra zeuio da vadelezh warnon, AOTROU, ha da silvidigezh hervez da c’her,

42  hag em bo peadra da respont d’an hini am zamall, dre ma fizian ez komz.

43  Na lam ket a-grenn eus va genoù ar gomz a wirionez, rak ez on en gortoz eus da varnedigezhioù,

44  hag e virin da lezenn dalc’hmat ha da viken.

45  Kerzhout a rin er frankiz, rak klask a ran da gemennadurioù.

46  Komz a rin eus da destenioù dirak ar rouaned, ha ne’m bo ket a vezh.

47  Kavout a rin va flijadur ez kourc’hemennoù a garan.

48  Sevel a rin va daouarn etrezek da c’hourc’hemennoù a garan, hag en em zalc’hin ouzh da reolennoù.

ז  Zayin

49  Az pez soñj eus ar gomz roet da’z servijer, ac’h eus va lakaet da esperout enni.

50  Houmañ eo va frealz em foan, ma ro da c’her ar vuhez din.

51  Ar re lorc’hus am golo a c’hoapaerezh, met ne bellaan ket diouzh da lezenn.

52  Soñj am eus eus da varnedigezhioù a wechall, o AOTROU, hag ez on frealzet.

53  An droug a grog ennon a-enep ar re fall a zilez da lezenn.

54  Da reolennoù eo abeg va c’hanaouennoù, en ti emaon o chom ennañ evel un diavaeziad.

55  En noz em eus soñj eus da anv, o AOTROU, hag e viran da lezenn.

56  Hemañ eo va lod, mirout da gemennadurioù.

ח  Het

57  Va lod, o AOTROU, e lavaret em eus, eo mirout da gomzoù.

58  Da bedet em eus a-greiz va c’halon: Az pez truez ouzhin hervez da bromesa!

59  Kontet em eus va hentoù, ha troet va c’hammedoù etrezek da destenioù.

60  Hastañ a ran, ne zalean ket, evit mirout da c’hourc’hemennoù.

61  Stignoù ar re zrouk a oa en-dro din, ne’m eus ket ankounac’haet da lezenn.

62  Sevel a ran da hanternoz evit da veuliñ, abalamour da’z parnedigezhioù reizh.

63  Me a zo keneil d’an holl re a zouj ac’hanout, hag a vir da gemennadurioù.

64  AOTROU, an douar a zo leun eus da vadelezh. Desk din da reolennoù.

ט  Tet

65  AOTROU, graet ec’h eus vad da’z servijer, hervez da gomz.

66  Desk din kaout furnez ha skiant, rak kredet em eus da c’hourc’hemennoù.

67  A-raok bezañ glac’haret, en em gollen, met bremañ e viran da c’her.

68  Te a zo mat ha madoberus, desk din da reolennoù.

69  Tud lorc’hus o deus ijinet traoù faos em enep. Me a viro da gemennadurioù e-kreiz va c’halon.

70  O c’halon a zo tevaet evel al lard, me a gav va flijadur ez lezenn.

71  Mat eo din bezañ bet glac’haret, evit ma teskin da reolennoù.

72  Lezenn da c’henoù a zo priziusoc’h din eget milieroù a bezhioù aour hag arc’hant.

י  Yod

73  Da zaouarn o deus va graet ha va stummet. Ro din da vezañ meizek, hag e teskin da c’hourc’hemennoù.

74  Ar re a zouj ac’hanout am gwelo hag a drido a levenez, rak ez on en gortoz eus da gomz.

75  Gouzout a ran, o AOTROU, n’int da varnedigezhioù nemet reizhder, hag ec’h eus va glac’haret hervez da fealded.

76  Ra frealzo da vadelezh ac’hanon, hervez ar ger ac’h eus roet da’z servijer.

77  Ra zeuio da druez warnon hag e vevin, rak da lezenn a ra va flijadur.

78  Ra vo mezhek ar re lorc’hus a wask ac’hanon hep abeg! Prederiañ a rin war da gemennadurioù.

79  Ra zeuio da’m c’havout ar re a zouj ac’hanout, hag ar re a anavez da destenioù.

80  Ra vo va c’halon eeun ez reolennoù, evit na vin ket mezhek!

כ  Kaf

81  Va ene a bulluc’h war-lerc’h da silvidigezh, en gortoz eus da gomz ez on.

82  Va daoulagad a bulluc’h war-lerc’h da c’her, hag e lavaran: Pegoulz e frealzi ac’hanon?

83  Rak evel ur sac’h-lêr ez on er moged, met n’ankounac’haan ket da reolennoù.

84  Pegeit e pado deizioù da servijer? Pegoulz e kasi da benn da varnedigezh war ar re a heskin ac’hanon?

85  Ar re lorc’hus o deus toullet fozioù evidon, ar pezh n’eo ket hervez da lezenn.

86  Da holl c’hourc’hemennoù n’int nemet gwirionez. Heskinet on hep abeg, va sikour!

87  War-bouez nebeut hag em distrujent a-ziwar an douar, met ne zilezan ket da gemennadurioù.

88  Va laka da advevañ hervez da vadelezh, ha testenioù da c’henoù a virin.

ל  Lamed

89  O AOTROU, da gomz a bad da viken en neñvoù.

90  Da wirionez a bad a oad da oad. Diazezet ec’h eus an douar, hag e chom start.

91  Pep tra a bad hiziv hervez da varnedigezhioù, rak an holl draoù a servij ac’hanout.

92  Ma ne vije ket da lezenn bet va flijadur, e vijen marvet em glac’har.

93  Biken n’ankounac’hain da gemennadurioù, rak drezo eo ec’h eus roet ar vuhez din.

94  Me a zo dit, va savete, rak klasket em eus da gemennadurioù.

95  Ar re zrouk o deus va gedet evit va lakaat da vervel, met ouzh da destenioù ez on evezhius.

96  Gwelet em eus harzoù da gement a zo peurvat, da c’hourc’hemenn a zo astennet diharz.

מ  Mem

97  Pegement e karan da lezenn! Komz a ran diwarni a-hed an deiz.

98  Va lakaat a rez da vezañ furoc’h eget va enebourien dre da c’hourc’hemennoù, rak bepred emaint ganin.

99  Tremenet em eus e furnez e-biou d’an holl re o deus va c’helennet, dre ma prederian war da destenioù.

100  Muioc’h desket on eget ar re gozh, dre ma em eus miret da gemennadurioù.

101  Distroet em eus va c’hammedoù diouzh pep hent fall, evit mirout da gomz.

102  N’on ket bet distroet diouzh da varnedigezhioù, rak te ec’h eus va desket.

103  Pegen dous eo da c’her da’m staon, dousoc’h eget ar mel da’m genoù!

104  Da gemennadurioù a ro skiant din, setu perak e kasaan pep hent gaouiat.

נ  Nun

105  Da gomz a zo ul lamp da’m zreid, hag ur sklêrijenn war va hent.

106  Touet em eus hag e talc’hin, mirout da varnedigezhioù reizh.

107  Gwall c’hlac’haret on, AOTROU, gra din advevañ hervez da gomz!

108  AOTROU, degemer mat ar gouestloù a ginnig va genoù dit, ha desk din da varnedigezhioù!

109  Va buhez a zo dalc’hmat en arvar, koulskoude ne’m eus ket ankounac’haet da lezenn.

110  Ar re zrouk o deus stegnet antelloù din, met n’on ket en em bellaet diouzh da gemennadurioù.

111  Kemeret em eus da destenioù evel un hêrezh peurbadus, rak ez int levenez va c’halon.

112  Stouet em eus va c’halon da seveniñ da reolennoù, bepred ha betek an diwezh.

ס  Samek

113  Kasaat a ran ar soñjoù didalvez, met karout a ran da lezenn.

114  Va repu ha va skoed ez out, hag ez on en gortoz eus da gomz.

115  Tud drouk, pellait diouzhin, ha me a viro gourc’hemennoù va Doue.

116  Va harp hervez da c’her hag e vevin, ha na’m laka ket da vezañ mezhek em gortoz!

117  Va harp hag e vin salvet, hag e vo atav va daoulagad war da reolennoù!

118  Disteurel a rez kuit ar re a bella diouzh da reolennoù, rak o zouellerezh a zo ur gaou didalvez.

119  Kas a rez da netra evel eon holl re zrouk an douar, setu perak e karan da destenioù.

120  Va c’hig a gren gant an aon am eus razout, hag e toujan da varnedigezhioù.

ע  Ayin

121  Miret em eus ar varnedigezh hag ar reizhder, na’m dilez ket da’m gwaskerien.

122  Bez diwaller da servijer evit e vad, ra ne wasko ket ar re lorc’hus ac’hanon.

123  Va daoulagad a bulluc’h war-lerc’h da silvidigezh ha ger da reizhder.

124  Gra e-keñver da servijer hervez da vadelezh, ha desk din da reolennoù.

125  Me eo da servijer, ro din da vezañ meizek, hag ec’h anavezin da destenioù.

126  Poent eo d’an AOTROU ober, dilezet o deus da lezenn.

127  Setu perak e karan da c’hourc’hemennoù, muioc’h eget an aour, muioc’h zoken eget an aour glan.

128  Setu perak e kavan reizh da holl gemennadurioù, hag e kasaan pep hent gaouiat.

פ  Pe

129  Da destenioù a zo burzhudus, setu perak va ene en deus o miret.

130  Diskuliadur da gomzoù a ro sklêrijenn, reiñ a ra skiant d’ar re zinerzh.

131  Digoret em eus va genoù, hag em eus huanadet, rak c’hoantaet em eus da c’hourc’hemennoù.

132  Sell ouzhin ha kemer truez ouzhin, evel ma ec’h eus ar c’hiz d’ober e-keñver ar re a gar da anv.

133  Starta va c’hammedoù ez ker, ha na lez direizhder ebet da ren warnon.

134  Va dieub eus gwaskerezh an dud, evit ma virin da gemennadurioù!

135  Laka da zremm da lugerniñ war da servijer, ha desk din da reolennoù!

136  Stêrioù dour a red eus va daoulagad, dre na virer ket da lezenn.

צ  Tsade

137  Te a zo reizh, o AOTROU, hag eeun ez parnedigezhioù.

138  Urzhiet ec’h eus da destenioù gant reizhder ha gant ur wirionez vras.

139  Devet on gant va gred, dre m’o deus va enebourien ankounac’haet da gomzoù.

140  Da c’her a zo glan-meurbet, setu perak da servijer e gar.

141  Me a zo bihan ha disprizet, met n’ankounac’haan ket da gemennadurioù.

142  Da reizhder a zo reizhder da viken, ha da lezenn n’eo nemet gwirionez.

143  An estrenvan hag an enkrez o deus va zapet, met da c’hourc’hemennoù eo va flijadur.

144  Reizhder da destenioù a zo peurbadus, ro din d’o c’hompren evit ma vevin!

ק  Qof

145  Krial a ran a-greiz va c’halon, respont din, AOTROU, hag e virin da reolennoù.

146  Krial a ran dit, va savete, hag e virin da destenioù.

147  Diaraogiñ a ran an deiz hag e krian, hag ez on en gortoz eus da gomz.

148  Va daoulagad a ziaraog ar beilhadennoù, evit prederiañ war da c’her.

149  Selaou va mouezh hervez da vadelezh. AOTROU, va laka da advevañ hervez da varnedigezh!

150  Ar re o deus c’hoantoù fall a dosta. En em zerc’hel a reont pell diouzh da lezenn.

151  Te a zo tost, o AOTROU, ha da holl c’hourc’hemennoù eo ar wirionez.

152  Abaoe pell ‘zo ec’h ouzon dre da destenioù, ec’h eus o diazezet evit biken.

ר  Resh

153  Sell ouzh va glac’har, ha va dieub, rak ne’m eus ket ankounac’haet da lezenn.

154  Difenn va c’haoz ha va daspren, gra din advevañ hervez da c’her!

155  Ar silvidigezh a zo pell diouzh ar re zrouk, dre na glaskont ket da reolennoù.

156  Da druez a zo divent, o AOTROU; gra din advevañ hervez da varnedigezhioù.

157  Va heskinerien ha va enebourien a zo diniver, met ne zistroan ket diwar da destenioù.

158  Gwelet em eus ar re disleal hag em eus bet heug outo. Ne viront ket da c’her.

159  Taol evezh penaos e karan da gemennadurioù, AOTROU, gra din advevañ hervez da vadelezh.

160  Diazez da gomz eo ar wirionez, ha da varnedigezhioù reizh a zo peurbadus.

ש  Shin

161  Ar re vras o deus va heskinet hep abeg, met va c’halon n’he deus ket aon, nemet rak da gomzoù.

162  Laouenaat a ran gant da ger, evel an hini a gav ur preizh bras.

163  Euzh am eus ouzh ar gaou hag e kasaan anezhañ, karout a ran da lezenn.

164  Da veuliñ a ran seizh gwech an deiz, en abeg da’z parnedigezhioù reizh.

165  Ur peoc’h bras a zo evit ar re a gar da lezenn, ha netra ne c’hell o diskar.

166  AOTROU, esperout a ran ez tieubidigezh, hag e ran hervez da c’hourc’hemennoù.

167  Va ene a vir da destenioù, hag o c’haran gant ur garantez vras.

168  Mirout a ran da gemennadurioù ha da destenioù, rak va holl hentoù a zo dirazout.

ת  Tav

169  AOTROU, ra zeuio va c’hriadenn dirazout! Ro din da vezañ meizek hervez da gomz.

170  Ra zeuio va fedenn dirazout! Va dieub hervez da c’her.

171  Va muzelloù a embanno da veuleudi, pa ez po desket din da reolennoù.

172  Va zeod ne gomzo nemet diwar-benn da c’her, rak da holl c’hourc’hemennoù a zo reizh.

173  Ra vo da zorn ur sikour din! Rak dibabet em eus da gemennadurioù.

174  AOTROU, huanadiñ a ran war-lerc’h da silvidigezh, da lezenn a zo va flijadur.

175  Ra vevo va ene evit da veuliñ, ha ra zeuio da varnedigezhioù war va sikour!

176  Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne’m eus ket ankounac’haet da c’hourc’hemennoù.

 

Salm 120

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Kriet em eus d’an AOTROU em estrenvan, hag en deus va selaouet.

2  AOTROU, dieub va ene eus ar muzelloù gaouiat, eus an teod touellus!

3  Petra a roio dit an teod tromplus, petra a c’hounezi gantañ?

4  Biroù lemm evel reoù ur brezelour, gant glaou-bev ar balan.

5  Gwalleürus on da chom e Meshek, da vezañ e-touez teltennoù Kedar!

6  Re bell eo chomet va ene gant an hini a gasa ar peoc’h.

7  Me a gar ar peoc’h, met kerkent ha ma komzan, emaint evit ar brezel.

 

Salm 121

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Sevel a ran va daoulagad etrezek ar menez, a-belec’h e teuio sikour din.

2  Va sikour a zeu digant an AOTROU, en deus graet an neñvoù hag an douar.

3  Ne lezo ket da droad da vrañsellat. An hini a ziwall ac’hanout ne gousko ket.

4  Setu, an hini a ziwall Israel ne gousko ket ha ne voredo ket.

5  An AOTROU eo an hini a ziwall ac’hanout. An AOTROU eo da skeud, emañ a-zehou dit.

6  An heol ne skoio ket ac’hanout e-pad an deiz, nag al loar e-pad an noz.

7  An AOTROU a ziwallo ac’hanout diouzh pep droug, diwall a raio da ene.

8  An AOTROU a ziwallo da zont ha da vont, a-vremañ ha da viken.

 

Salm 122

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù); eus David. Laouen on pa lavarer din: Deomp da di an AOTROU!

2  Hon treid a chom a-sav ez torojoù, o Jeruzalem!

3  Jeruzalem, savet out bet evel ur gêr a zo stardet etrezo he savadurioù.

4  Di eo e pign ar meuriadoù, meuriadoù an AOTROU, ar pezh a zo un testeni en Israel, evit meuliñ anv an AOTROU.

5  Eno eo savet an tronioù evit ar reizhder, an tronioù evit ti David.

6  Pedit evit peoc’h Jeruzalem! Ra o devo ar peoc’h ar re a gar ac’hanout!

7  Ra vo ar peoc’h etre da vogerioù, hag an diskuizh e-barzh da balezioù!

8  Abalamour da’m breudeur ha da’m mignoned, e pedin evit da beoc’h.

9  Abalamour da di an AOTROU hon Doue, e c’houlennin evidout an eurvad.

 

Salm 123

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Sevel a ran va daoulagad etrezek ennout, te hag a zo o chom en neñvoù.

2  Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien ouzh dorn o mestroù, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp.

3  Az pez truez ouzhimp, AOTROU, az pez truez ouzhimp, rak hor gwalc’h a zispriz hon eus!

4  Hon ene en deus e walc’h eus goapaerezh ar re a zo er fonnusted, eus dispriz ar re lorc’hus.

 

Salm 124

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù); eus David. Hep an AOTROU evidomp, ra lavaro Israel,

2  hep an AOTROU evidomp, pa oa an dud a-enep deomp,

3  neuze o dije hol lonket en bev, pa en em dane o fulor en hon enep.

4  Neuze an doureier o dije hol lonket, ur froud en dije tremenet war hon ene.

5  Neuze an doureier herrus o dije tremenet war hon ene.

6  Benniget ra vo an AOTROU, n’en deus ket hol lezet evel ur preizh d’o dent!

7  Hon ene en deus tec’het kuit evel ul labous eus roued al labousetaer. Torret eo bet ar roued, ha ni hon eus tec’het kuit.

8  Emañ hor sikour en anv an AOTROU, en deus graet an neñvoù hag an douar.

 

Salm 125

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Ar re a fiz en AOTROU a zo evel Menez Sion, na c’hell ket bezañ brañsellet, hag a bad da viken.

2  Emañ menezioù en-dro da Jeruzalem, hag emañ an AOTROU en-dro d’e bobl, a-vremañ ha da viken.

3  Rak gwalenn an drougiezh ne chomo ket war lodenn ar re reizh, gant aon na lakafe ar re reizh o daouarn en drougiezh.

4  AOTROU, gra vad d’ar re vat, d’ar re o deus ar galon eeun!

5  Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc’h war Israel!

 

Salm 126

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Pa zegasas en-dro an AOTROU sklaved Sion, e oamp evel ar re a ra un huñvre.

2  Neuze hor genoù a oa leun a griadennoù a levenez, hag hon teod a ganoù a drec’h. Neuze e veze lavaret e-touez ar broadoù: An AOTROU en deus graet traoù bras d’ar re-mañ.

3  An AOTROU en deus graet traoù bras deomp, ha laouen omp bet.

4  AOTROU, degas hor sklaved en-dro, evel ar gwazhioù e bro ar c’hreisteiz!

5  Ar re a had gant daeroù, a vedo gant kanoù a drec’h.

6  An hini a zoug an had evit e skuilhañ, a gerzh en ur ouelañ, met dont a raio en-dro o kanañ gant levenez, pa zougo e feskennoù.

 

Salm 127

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù); eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.

2  En aner e savit da vintin, en aner e kouskit diwezhat, hag e tebrit ar bara a c’hlac’har. Reiñ a ra kement d’e garet-mat e-pad e gousk.

3  Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c’hof.

4  Evel biroù en dorn ur brezelour, evel-se eo mibien ar yaouankiz.

5  Eürus an den en deus leuniet e glaouier ganto! Ne vint ket mezhek, pa gomzint ouzh an nor gant enebourien.

 

Salm 128

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Eürus an den a zouj an AOTROU, hag a gerzh en e hentoù!

2  Rak debriñ a ri eus labour da zaouarn, eürus e vi hag e vleugni.

3  Da wreg a vo e-barzh da di evel ur winienn frouezhus, ha da vibien evel gwez-olivez en-dro da’z taol.

4  Ya, evel-se e vo benniget an den a zouj an AOTROU.

5  An AOTROU az pennigo eus Sion, hag e weli mad Jeruzalem e-pad holl zeizioù da vuhez,

6  hag e weli mibien da vibien. Ra vo ar peoc’h war Israel!

 

Salm 129

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz, ra lavaro Israel,

2  va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz, met n’o deus ket trec’het warnon.

3  Labourerien-douar o deus aret va c’hein, merket o deus penn-da-benn o irvi.

4  An AOTROU a zo reizh, troc’het en deus kerdin ar re zrouk.

5  An holl re a gasa Sion a vo mezhekaet ha kaset war-dreñv.

6  Bez’ e vint evel geot an toennoù, a sec’h a-raok ma kresk.

7  Ar meder ne leugn ket e zorn gantañ, nag an endrammer e zivrec’h,

8  hag an dremenerien ne lavaront ket: Bennozh Doue ra vo warnoc’h! Ni ho pennig en anv an AOTROU!

 

Salm 130

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). O AOTROU, da bediñ a ran eus an donderioù.

2  AOTROU, selaou va mouezh! Ra vo da zivskouarn evezhius ouzh mouezh va fedennoù!

3  AOTROU, ma taolez evezh ouzh an direizhder, Aotrou, piv a bado?

4  Met ar pardon a zo ez kichen, evit ma vi doujet.

5  Gortozet em eus an AOTROU, va ene en deus e c’hortozet, hag em eus lakaet va esperañs en e gomz.

6  Va ene a c’hortoz an AOTROU, muioc’h eget ne ra ar warded ar beure.

7  Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.

8  Eñ e-unan eo a zaspreno Israel eus e holl zireizhder.

 

Salm 131

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù); eus David. AOTROU, va c’halon n’eo ket c’hwezet, va daoulagad n’int ket uhelaet, ha ne’m eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.

2  Ha ne’m eus ket mestroniet ha sioulaet va ene, evel ma ra ur bugel dizon e-keñver e vamm? Va ene a zo ennon evel ur bugel dizon.

3  Israel, esper en AOTROU, a-vremañ ha da viken!

 

Salm 132

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). AOTROU, az pez soñj eus David hag eus e holl c’hlac’har.

2  Eñ hag a douas d’an AOTROU, hag e reas ar gouestl-mañ da C’halloudeg Jakob:

3  Ned in ket dindan teltenn va zi, ne bignin ket war ar gwele ma tiskuizhan,

4  ne roin ket morgousk da’m daoulagad, na diskuizh da’m malvennoù,

5  ken na’m bo kavet ul lec’h evit an AOTROU, ur chomlec’h evit Galloudeg Jakob!

6  Setu, klevet hon eus komz diwarnañ en Efrata, kavet hon eus anezhañ e parkeier Yaar (= ar goadeg).

7  Deomp en e chomlec’hioù, stouomp dirak skabell e dreid!

8  Sav, o AOTROU, deus da lec’h da ziskuizh, te hag arc’h da nerzh!

9  Ra vo da aberzhourien gwisket a reizhder, ha ra gano da re garet-mat gant levenez!

10  Abalamour da Zavid da servijer, na daol ket kuit dremm da Olevad!

11  An AOTROU en deus touet ar wirionez da Zavid, ha ne zislavaro ket: Lakaat a rin war da dron frouezh da gof.

12  Mar mir da vibien va emglev ha va zestenioù a zeskin dezho, o mibien ivez, da viken, a vo azezet war da dron.

13  Rak an AOTROU en deus dibabet Sion, hag he c’havet mat evit ober enni e chomlec’h.

14  Bez’ eo lec’h va diskuizh, da viken. Enni e vin o chom, rak he dibabet em eus.

15  Bennigañ a rin gant fonnuster he bevañs, leuniañ a rin a vara he feorien.

16  Me a wisko a silvidigezh e aberzhourien, hag e re leal a gano gant ul levenez vras.

17  Eno eo e lakain ur c’horn da sevel da Zavid, hag e kempennin ul lamp da’m Olevad.

18  Goleiñ a rin a vezh e enebourien, ha warnañ e lugerno e dalgen.

 

Salm 133

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù); eus David. Setu, pegen brav, pegen dous eo evit breudeur chom unanet asambles.

2  Evel an eoul prizius eo, an hini a ziskenn war benn ha war varv Aaron, hag a zeu betek bord e zilhad.

3  Evel glizh an Hermon eo, an hini a ziskenn war menezioù Sion, rak eno eo en deus an AOTROU urzhiet ar vennozh hag ar vuhez da viken.

 

Salm 134

1  Kanaouenn ar « Maalod » (= ar pignidigezhioù). Setu, bennigit an AOTROU, c’hwi holl servijerien an AOTROU, hag en em zalc’h e ti an AOTROU e-pad an nozioù.

2  Savit ho taouarn etrezek ar santual, ha bennigit an AOTROU!

3  An AOTROU az pennigo eus Sion, eñ hag en deus graet an neñvoù hag an douar!

 

Salm 135

1  Meulit an AOTROU! Meulit anv an AOTROU, meulit eñ servijerien an AOTROU!

2  C’hwi hag en em zalc’h e ti an AOTROU, war leurennoù ti hon Doue,

3  meulit an AOTROU, rak an AOTROU a zo mat! Kanit d’e anv rak trugarezus eo.

4  Rak an AOTROU en deus dibabet Jakob, hag Israel evit e zalc’h,

5  rak gouzout a ran eo bras an AOTROU hag hon Aotrou dreist an holl zoueoù.

6  An AOTROU a ra kement a fell dezhañ en neñvoù ha war an douar, er morioù hag en holl zonderioù.

7  Eñ eo a laka an aezhennoù da sevel eus penn an douar, a ra al luc’hed hag ar glav, a denn an avel eus e deñzorioù.

8  Eñ eo a skoas re gentañ-ganet an Ejipt, adalek an dud betek al loened,

9  a gasas sinoù ha burzhudoù en da greiz, Ejipt, a-enep Faraon hag a-enep e holl servijerien,

10  a skoas meur a vroad, a lakaas d’ar marv rouaned galloudus:

11  Sihon, roue an Amoreaned, Og, roue Basan, hag holl rouaned Kanaan,

12  eñ a roas o bro da hêrezh, da hêrezh da Israel e bobl.

13  AOTROU, da anv a bad da viken. AOTROU, an eñvor ac’hanout a zo a oad da oad.

14  Rak an AOTROU a raio reizhder d’e bobl, truez en devo ouzh e servijerien.

15  Idoloù ar broadoù a zo arc’hant hag aour, ul labour daouarn den.

16  Ur genoù o deus ha ne gomzont ket, daoulagad o deus ha ne welont ket,

17  divskouarn o deus ha ne glevont ket, n’eus ket kennebeut a c’hwezhadenn en o genoù.

18  Ar re o gra hag ar re holl a fiz enno a zeu heñvel outo!

19  Ti Israel, bennigit an AOTROU! Ti Aaron, bennigit an AOTROU!

20  Ti Levi, bennigit an AOTROU! C’hwi a zouj an AOTROU, bennigit an AOTROU!

21  Benniget ra vo eus Sion an AOTROU, eñ hag a zo o chom e Jeruzalem! Meulit an AOTROU!

 

Salm 136

1  Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!

2  Meulit Doue an doueoù, rak e drugarez a bad da viken!

3  Meulit Aotrou an aotrounez, rak e drugarez a bad da viken,

4  an hini hepken a ra burzhudoù bras, rak e drugarez a bad da viken!

5  An hini en deus graet an neñvoù gant skiant, rak e drugarez a bad da viken,

6  en deus astennet an douar war an doureier, rak e drugarez a bad da viken,

7  en deus graet ar goulaouennoù bras, rak e drugarez a bad da viken,

8  an heol evit ren war an deiz, rak e drugarez a bad da viken,

9  al loar hag ar stered evit ren war an noz, rak e drugarez a bad da viken!

10  An hini en deus skoet an Ejipt en he re gentañ-ganet, rak e drugarez a bad da viken,

11  hag en deus lakaet Israel da vont er-maez eus o zouez, rak e drugarez a bad da viken,

12  dre un dorn nerzhus hag ur vrec’h astennet, rak e drugarez a bad da viken!

13  An hini en deus faoutet ar Mor Ruz en daou, rak e drugarez a bad da viken,

14  en deus lakaet Israel da dremen dre e greiz, rak e drugarez a bad da viken,

15  en deus diskaret Faraon hag e arme er Mor Ruz, rak e drugarez a bad da viken!

16  An hini en deus renet e bobl er gouelec’h, rak e drugarez a bad da viken,

17  en deus skoet war rouaned bras, rak e drugarez a bad da viken,

18  en deus lazhet rouaned meur, rak e drugarez a bad da viken,

19  Sihon, roue an Amoreaned, rak e drugarez a bad da viken,

20  Og, roue Basan, rak e drugarez a bad da viken,

21  en deus roet o bro da hêrezh, rak e drugarez a bad da viken,

22  da hêrezh da Israel e servijer, rak e drugarez a bad da viken!

23  An hini en deus bet soñj ac’hanomp pa oamp izelaet, rak e drugarez a bad da viken,

24  en deus hon dieubet eus hon enebourien, rak e drugarez a bad da viken!

25  An hini a ro bevañs da bep kig, rak e drugarez a bad da viken!

26  Meulit Doue an neñvoù, rak e drugarez a bad da viken!

 

Salm 137

1  Ni a zo azezet e-kichen stêrioù Babilon, hag eno hon eus gouelet o kaout soñj eus Sion.

2  Skourret hon eus hon telennoù ouzh haleg ar vro.

3  Eno e c’houlenne diganeomp kanaouennoù laouen ar re hon doa kaset da sklaved: Kanit deomp un dra bennak eus kanaouennoù Sion.

4  Penaos e kanfemp kanaouennoù an AOTROU war un douar estren?

5  Ma tisoñjan ac’hanout, Jeruzalem, ra en em zisoñjo va zu dehou e-unan!

6  Ra en em stago va zeod ouzh va staon, ma ne’m eus ket soñj ac’hanout, ma ne ran ket eus Jeruzalem va abeg brasañ a levenez!

7  AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!

8  Merc’h Babel, an hini wastet, eürus an den a roio dit ar pezh ac’h eus graet deomp!

9  Eürus ar re a gemero da vugale, hag a friko anezho ouzh ar roc’h!

 

Salm 138

1  Salm David. Da veuliñ a rin eus kreiz va c’halon, kanañ a rin da veuleudioù dirak Doue.

2  Stouiñ a rin e palez da santelezh, hag e veulin da anv abalamour da’z madelezh ha da’z kwirionez, rak sevenet ec’h eus a-grenn da c’her e tu all da bep brud.

3  En deiz ma em eus da bedet, ec’h eus va selaouet, dieubet ec’h eus ac’hanon ha nerzhet va ene.

4  O AOTROU, holl rouaned an douar az meulo, pa o devo klevet gerioù da c’henoù!

5  Hag e kanint hentoù an AOTROU, rak gloar an AOTROU a zo bras.

6  An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec’h anavez a bell an hini en em sav.

7  Ma kerzhan e-kreiz an enebiezh, e roez din ar vuhez en-dro. Astenn a rez da zorn a-enep kounnar va enebourien, ha da du dehou am dieub.

8  An AOTROU a gaso da benn ar pezh a sell ouzhin. AOTROU, da vadelezh a bad da viken, na zilez ket oberenn da zaouarn!

 

Salm 139

1  D’ar mestr-kaner; salm David. Va furchet ec’h eus ha va anavezet.

2  Gouzout a rez pa azezan ha pa savan, dizoleiñ a rez a bell va soñjoù.

3  Gwelout a rez pa gerzhan ha pa gouskan, anavezout a rez e gwirionez va holl hentoù.

4  A-raok ma vefe zoken ar gomz war va zeod, setu, o AOTROU, te hec’h anavez en he fezh.

5  Va derc’hel a rez stardet a-dreñv hag a-raok, ha lakaet ec’h eus da zorn warnon.

6  Re vurzhudus eo evidon an anaoudegezh-se, ken uhel ma ne c’hellan ket he c’hompren!

7  Pelec’h ez in pell diouzh da Spered, ha pelec’h e tec’hin pell diouzh da zremm?

8  Mar pignan en neñvoù, emaout eno. Mar gourvezan e lec’h ar marv, emaout ennañ.

9  Mar kemeran eskell tarzh an deiz, ha mard an da chom e penn ar mor,

10  eno zoken, da zorn am reno, ha da du dehou am dalc’ho.

11  Mar lavaran: Da vihanañ an deñvalijenn am goloio, an noz a zeuio da vezañ sklêrijenn en-dro din,

12  an deñvalijenn zoken n’eo ket teñval evidout, an noz a lugern evel an deiz, hag an deñvalijenn a zo evel ar sklêrijenn.

13  Te ac’h eus stummet va lounezhi, ha doareet ac’hanon e kof va mamm.

14  Da veuliñ a ran rak on bet graet en un doare iskis ha burzhudus. Da oberennoù a zo burzhudus, ha va ene en anavez mat.

15  Va eskern ne oant ket kuzhet ouzhit, pa oan bet graet er sekred, evel gwiadet e lec’hioù izel an douar.

16  Da zaoulagad o deus va gwelet, pa oan evel un dra dizoare, ha war da levr e oa skrivet an holl zeizioù a oa merket din, a-raok ma vefe hini anezho.

17  Pegen talvoudus eo din da soñjoù, o Doue, ha pegen bras eo an niver anezho!

18  Ha fellout a ra din o niveriñ? Niverusoc’h int eget an traezh. Ha dihun on? Me a zo c’hoazh ganit.

19  O Doue, ha ne lakai ket an hini drouk da vervel? Tud a wad, pellait diouzhin!

20  Komz a reont a-enep dit evit ober an droug, da enebourien a dou e gaou.

21  AOTROU, ha ne gasain ket ar re a gasa ac’hanout? Ha ne’m bo ket euzh ouzh ar re a sav a-enep dit?

22  O c’hasaat a ran a gasoni beurvat, o derc’hel a ran evel va enebourien.

23  Va furch, o Doue, hag anavez va c’halon; va amprou, hag anavez va soñjoù.

24  Gwel hag-eñ ez on war hent an direizhder, ha va ren en hent peurbadus!

 

Salm 140

1  D’ar mestr-kaner; salm David.

2  AOTROU, va dieub diouzh an hini drouk, ha va mir diouzh an hini taer,

3  a soñj fall en o c’halon, a sav bemdez brezelioù,

4  a lemm o zeod evel un naer, hag o deus binim naer-wiber dindan o muzelloù. ~Ehan~

5  AOTROU, va diwall diouzh daouarn an hini drouk, ha va mir diouzh an hini taer, a glask va lakaat da gouezhañ.

6  Ar re lorc’hus o deus stegnet ur pech ha lasoù din, lakaet o deus rouedoù war vord an hent, savet o deus antelloù din. ~Ehan~

7  Lavaret em eus d’an AOTROU: Te eo va Doue, ro da skouarn, o AOTROU, da vouezh va fedennoù!

8  Aotrou AOTROU, te eo nerzh va silvidigezh, goloet ec’h eus va fenn en deiz an emgann.

9  AOTROU, na ro ket d’an hini drouk e c’hoantoù, n’en lez ket da zont a-benn eus e vennadoù, en em uhelaat a rafe. ~Ehan~

10  Ra gouezho war benn ar re a zo en-dro din direizhder o muzelloù!

11  Ro gouezho glaou gwrezus warno! Ra o stlapo en tan, en tonnoù don na savint ket diouto!

12  An den a zo fall e deod ne vo ket startaet war an douar, ha diwar-benn an den taer, an droug a redo war e lerc’h hag en diskaro.

13  Me a oar e roio an AOTROU o gwir d’ar reuzidi, ar reizh d’an ezhommeien.

14  Ya, ar re reizh a veulo da anv, an dud eeun a vo o chom dirak da zremm.

 

Salm 141

1  Salm David. AOTROU, da bediñ a ran, hast dont da’m c’havout, ro da skouarn da’m mouezh pa grian dit!

2  Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar c’hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.

3  AOTROU, laka ur gward ouzh va genoù, diwall dor va muzelloù.

4  Na zoug ket va c’halon war-zu traoù drouk, war-zu oberennoù fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en o flijadurioù!

5  Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo ur vadelezh din, ra c’hourdrouzo ac’hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na zistroio ket, met bepred e pedin evitañ en e boanioù.

6  Ro vo stlapet o mistri ouzh ar reier, neuze e vo selaouet va gerioù, rak plijus ez int.

7  Evel pa droer ha pa faoter an douar, hon eskern a zo stlabezet e genoù lec’h ar marv.

8  Met da’z kavout-te, o Aotrou AOTROU, e tro va daoulagad. Me en em denn war-zu ennout, na zilez ket va ene!

9  Va diwall diouzh ar pech o deus stegnet din, ha diouzh antelloù ar vicherourien a zireizhder!

10  Ro gouezho ar re zrouk asambles en o rouedoù, e-keit ma c’hellin-me tec’hout!

 

Salm 142

1  « Maskil » (= kantik a gelenn furnez) David, pa oa er vougev; pedenn.

2  Gant va mouezh e krian d’an AOTROU, gant va mouezh ec’h aspedan an AOTROU.

3  Skuilhañ a ran va c’hlemm dirazañ, kontañ a ran va estrenvan dezhañ.

4  Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.

5  Sell ouzh va zu dehou ha gwel! Den ne anavez ac’hanon, pep degemer a vank din, den n’eo chalet gant va ene.

6  AOTROU! Krial a ran dit hag e lavaran: Te eo va repu, va lodenn e douar ar re vev.

7  Bez evezhius ouzh va c’hriadenn, rak gwall ezhommek on. Va dieub eus ar re a red war va lerc’h, rak kreñvoc’h int egedon.

8  Tenn va ene eus e doull-bac’h, evit ma veulin da anv. Ar re reizh a zeuio en-dro din, rak graet ez po vad din.

 

Salm 143

1  Salm David. AOTROU, selaou va goulenn, ro da skouarn da’m fedennoù, respont din ez fealded, ez reizhder!

2  Ned a ket da varn da servijer, rak den bev ebet ne vo reizh dirazout.

3  An enebour a glask va ene, gwaskañ a ra va buhez d’an douar, va lakaat a ra da chom en deñvalijenn, evel a re a zo marv abaoe pell zo.

4  Va spered a zo dinerzhet ennon, va c’halon a zo trubuilhet em c’hreiz.

5  Soñj am eus eus an deizioù a-wechall, prederiañ a ran war da holl oberennoù, en em soñjal a ran e labourioù da zaouarn.

6  Astenn a ran va daouarn war-zu ennout, va ene en deus sec’hed ac’hanout evel un douar kras. ~Ehan~

7  AOTROU, hast respont din! Va spered en em guzum. Na guzh ket da zremm ouzhin, gant aon na zeufen da vezañ heñvel ouzh ar re a ziskenn er poull.

8  Gra din klevout da vadelezh adalek ar beure, rak ennout e fizian, hag anavezout an hent am eus da gerzhout warnañ, rak savet em eus va ene war-zu ennout.

9  AOTROU, va dieub eus va enebourien! Rak en em dennet on da’z kavout.

10  Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac’hanon war an hent eeun!

11  AOTROU, ro din ar vuhez dre garantez evit da anv. Ez reizhder, tenn va ene eus an estrenvan!

12  Hag ez madelezh, lam va enebourien kuit, distruj an holl re a heskin va ene, rak da servijer ez on-me.

 

Salm 144

1  Salm David. Benniget ra vo an AOTROU, va roc’h, a zoare va daouarn d’ar brezel ha va bizied d’an emgann,

2  va madoberour ha va c’hreñvlec’h, va repu uhel ha va dieuber, va skoed hag an hini en em dennan ennañ, an hini a renk va fobl dindanon!

3  AOTROU, petra eo an den evit ma ec’h eus evezh outañ, ha mab an den evit ma talc’hez soñj anezhañ?

4  An den a zo heñvel ouzh ur c’hwezhadenn, e zeizioù a zo evel ur skeudenn a dremen.

5  AOTROU, izela da neñvoù ha diskenn, stok ouzh ar menezioù ma vogedint!

6  Laka al luc’hed da lugerniñ ha stlabez anezho, stlap da viroù hag o strew!

7  Astenn da zaouarn eus an nec’h, va dieub ha va zenn eus an doureier bras, eus dorn bugale an diavaeziad,

8  a lavar gaou o genoù hag a zo touellus o dorn dehou.

9  O Doue, kanañ a rin dit ur ganaouenn nevez, da veuliñ a rin war al lourenn a zek kordenn.

10  Te a ro an dieubidigezh d’ar rouaned, hag a savete David da servijer eus ar c’hleze lazhus.

11  Va dieub ha va zenn eus dorn bugale an diavaeziad, a lavar gaou o genoù hag a zo touellus o dorn dehou.

12  Ra vo hor mibien evel gwez o kreskiñ en o yaouankiz, hor merc’hed evel peulioù kizellet o kaeraat kornioù ur palez!

13  Ra vo hor c’havioù leuniet, o kinnig pep seurt traoù! Ra gresko hon deñved dre vilieroù ha dre zek milieroù en hor parkeier!

14  Ra vo hon ejened bec’hiet gant lard! Ra ne vo na toull na harz na klemm en hor straedoù!

15  Eürus ar bobl emañ an traoù evel-se ganti! Eürus ar bobl eo an AOTROU he Doue!

 

Salm 145

1  Meuleudi; eus David. Va Doue, va roue, me az meulo, me a vennigo da anv dalc’hmat ha da viken.

2  Bemdez e vennigin ac’hanout, da anv a veulin dalc’hmat ha da viken.

3  An AOTROU a zo bras ha din-meurbet a veuleudi, ha ne c’heller ket furchal e vraster.

4  Ur rummad a lavaro meuleudi da oberennoù da unan all, hag e tisklêrint da oberoù uhel.

5  Me a gomzo eus splannder glorius da veurded, hag eus da oberennoù burzhudus.

6  Lavaret e vo galloud da vurzhudoù spontus, ha me a zisklêrio da vraster.

7  Embannet e vo ar soñj eus da vadelezh vras, hag e vo kanet da reizhder.

8  An AOTROU a zo trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.

9  An AOTROU a zo mat evit an holl, hag e druez a zo ouzh e holl oberennoù.

10  O AOTROU, da holl oberennoù az meulo, ha da re garet-mat az pennigo.

11  Disklêriañ a raint gloar da rouantelezh, hag e lavarint da c’halloud,

12  da reiñ da anavezout da vibien an dud da oberoù bras, ha meurded glorius da rouantelezh.

13  Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an holl gantvedoù, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoù.

14  An AOTROU a sikour an holl re a zo prest da gouezhañ, hag e tibleg an holl re a zo pleget.

15  Daoulagad an holl a esper ennout, hag e roez dezho o bevañs en o amzer.

16  Digeriñ a rez da zorn, hag e roi e walc’h da gement a vev.

17  An AOTROU a zo reizh en e holl hentoù, ha leun a vadelezh en e holl oberennoù.

18  An AOTROU a zo tost d’an holl re a bed anezhañ, d’an holl re a bed anezhañ e gwirionez.

19  Seveniñ a ra c’hoant an holl re a zouj anezhañ, klevout a ra o c’hriadenn hag e tieub anezho.

20  An AOTROU a ziwall an holl re a gar anezhañ, hag e tistruj an holl re zrouk.

21  Va genoù a embanno meuleudi an AOTROU, ha pep kig a vennigo anv e santelezh, dalc’hmat ha da viken

 

Salm 146

1  Meulit an AOTROU! Va ene, meul an AOTROU!

2  Me a veulo an AOTROU e-keit ha ma vevin. Me a lido va Doue e-keit ha ma padin.

3  Na fiziit ket er re vras, nag e mab den ebet na c’hellfe ket dieubiñ,

4  e c’hwezh a ya digantañ, distreiñ a ra d’ar poultr, hag en deiz-se e ya da goll e c’hoantoù.

5  Eürus an den a zo Doue Jakob e sikourer, hag a zo en gortoz eus an AOTROU e Zoue,

6  en deus graet an neñvoù hag an douar, ar mor ha kement a zo ennañ, a zalc’h ar fealded da viken,

7  a ro o gwir d’ar re a zo gwasket, a ro bara d’ra re o deus naon! An AOTROU a ziere ar re zalc’het,

8  an AOTROU a zigor daoulagad ar re zall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.

9  An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc’hel a ra an emzivad hag an intañvez, met diskar a ra hent ar re zrouk.

10  An AOTROU a reno da viken. O Sion, emañ da Zoue a oad da oad! Meulit an AOTROU!

 

Salm 147

1  Meulit an AOTROU! Rak mat eo kanañ d’hon Doue, rak dous eo, dereat eo e veuliñ.

2  An AOTROU eo a sav Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel,

3  a yac’ha ar re o deus ar galon flastret, hag a lien o goulioù.

4  Kontañ a ra niver ar stered, o gervel a ra holl dre o anv.

5  Meur eo hon Aotrou, e c’halloud a zo bras, e skiant a zo divent.

6  An AOTROU a skoazell ar re izel, hag ec’h izela ar re zrouk betek an douar.

7  Kanit d’an AOTROU gant trugarekadennoù, meulit hon Doue gant an delenn.

8  Goleiñ a ra an neñvoù gant ar c’houmoul, kempenn a ra ar glav evit an douar, lakaat a ra ar geot da ziwanañ war ar menezioù,

9  reiñ a ra ar boued d’ar chatal, ha da re vihan ar vran o krial.

10  Ne laka ket e blijadur e nerzh ar marc’h, ne ra van ebet eus divhar an den,

11  an AOTROU a gav e blijadur er re a zouj anezhañ, er re a zo en gortoz eus e vadelezh.

12  Jeruzalem, kan d’an AOTROU! Sion, meul da Zoue!

13  Rak startaet en deus barrennoù da zorojoù, benniget en deus da vibien en da greiz,

14  reiñ a ra ar peoc’h da’z harzoù, da leuniañ a ra eus druzoni ar gwinizh.

15  Kas a ra e c’her war an douar, hag e gomz a red buan.

16  Reiñ a ra an erc’h heñvel ouzh ar gloan, hag e skuilh ar rev gwenn evel ludu.

17  Teurel a ra skorn evel dre dammoù, piv a bado dirak e yenijenn?

18  Kas a ra e gomz, hag o laka da deuziñ. Lakaat a ra e avel da c’hwezhañ, hag e red an doureier.

19  Diskuliet en deus e gomz da Jakob, e reolennoù hag e varnedigezhioù da Israel.

20  N’en deus graet evel-se da vroad all ebet, ha n’anavezont ket e varnedigezhioù. Meulit an AOTROU!.

 

Salm 148

1  Meulit an AOTROU! Meulit an AOTROU eus an neñvoù! Meulit anezhañ el lec’hioù uhelañ!

2  Meulit anezhañ e holl aeled! Meulit anezhañ e holl armeoù!

3  Meulit anezhañ heol ha loar! Meulit anezhañ stered lugernus!

4  Meulit anezhañ neñvoù an neñvoù, ha c’hwi doureier a zo dreist an neñvoù!

5  Ra veulint anv an AOTROU, rak urzhiet en deus hag int bet krouet.

6  Startaet en deus anezho dalc’hmat ha da viken, roet en deus ul lezenn na dremeno ket.

7  Meulit an AOTROU eus an douar, erevent ha donderioù ar mor,

8  tan ha grizilh, erc’h hag aezhenn, barroù-avel a rit hervez e gomz,

9  menezioù hag holl grec’hiennoù, gwez-frouezh hag holl wez-sedrez,

10  loened hag holl chatal, loened-stlej ha laboused askellek,

11  rouaned an douar hag an holl bobloù, priñsed hag holl varnerien an douar,

12  tud yaouank ha merc’hed yaouank, tud kozh ha bugale!

13  Ra veulint anv an AOTROU, rak e anv hepken a zo uhel. Emañ e veurded dreist an douar hag an neñvoù!

14  Lakaet en deus ur c’horn da sevel evit e bobl, un abeg a veuleudi evit e holl re leal, evit mibien Israel, ar bobl a zo tost dezhañ. Meulit an AOTROU!

 

Salm 149

1  Meulit an AOTROU! Kanit d’an AOTROU ur ganaouenn nevez! Kanit e veuleudi e bodadeg ar re a gar anezhañ.

2  Ra laouenaio Israel en e Grouer, ra drido a levenez mibien Sion en o Roue!

3  Ra veulint e anv gant dañsoù, ra ganint dezhañ ouzh son an daboulin hag an delenn!

4  Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d’ar re izel gant e silvidigezh.

5  Ra vint laouen er c’hloar ar re a gar anezhañ, ra laoskint kriadennoù a levenez war o gwele!

6  Emañ meuleudioù Doue en o genoù, hag ar c’hleze a zaou droc’h en o daouarn,

7  evit ober veñjañs war ar broadoù, evit kastizañ ar pobloù,

8  evit eren o rouaned gant chadennoù, hag o re vras gant hern,

9  evit ober warno ar varnedigezh a zo skrivet. An enor-mañ a zo evit e holl garet-mat. Meulit an AOTROU!

 

Salm 150

1  Meulit an AOTROU! Meulit Doue en e santual! Meulit eñ en astennidigezh e c’halloud!

2  Meulit eñ evit e oberoù bras! Meulit eñ hervez e vraster divent!

3  Meulit eñ e-kreiz son an drompilh! Meulit eñ gant al lourenn hag an delenn!

4  Meulit eñ gant an daboulin hag an dañsoù! Meulit eñ gant ar binvioù-kerdin hag ar fleüt!

5  Meulit eñ gant ar simbalennoù skiltrus! Meulit eñ gant ar simbalennoù tregernus!

6  Ra veulo an AOTROU kement en deus anal ennañ! Meulit an AOTROU!

 

Publicités