20 Krennlavarioù

LEVR AR C’HRENNLAVARIOÙ

 

Pennad 1

1  Krennlavarioù Salomon, mab David, roue Israel,

2  evit reiñ da anavezout ar furnez hag an deskadurezh, evit reiñ da gompren ar gerioù meizus,

3  evit ober degemer ur gelennadurezh a boell, a reizhder, a varnedigezh hag a wirionez,

4  evit reiñ skiant-vat d’an hini eeun, hag anaoudegezh ha preder d’an den yaouank.

5  An den fur a selaouo hag a gresko e ouiziegezh, an den skiantek a zegemero evezhiañs,

6  evit kompren ar c’hrennlavarioù hag o zalvoudegezhioù, komzoù ar re fur hag o c’hevrinoù don.

7  Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.

8  Va mab, selaou kentelioù da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm,

9  rak ez int grasoù dastumet en-dro da’z penn, ha kelc’hennoù da’z kouzoug.

10  Va mab, mar fell d’ar bec’herien temptañ ac’hanout, n’asant ket,

11  mar lavaront: Deus ganeomp, savomp antelloù evit lazhañ, stegnomp gripedoù d’an hini didamall hep abeg,

12  lonkomp anezho holl bev evel lec’h ar marv, hag en o fezh evel ar re a ziskenn er poull,

13  kavout a raimp a bep seurt madoù prizius, leuniañ a raimp hon tiez gant diwisk,

14  da lod az po ganeomp, ne vo nemet ur yalc’h evidomp holl,

15  va mab, n’a ket en hent ganto, distro da droad diouzh o gwenodenn,

16  rak o zreid a red d’an droug, hag e hastont da skuilhañ gwad.

17  Ya, en aner eo e stegner ar roued dirak daoulagad kement holl en deus eskell,

18  met int a sav antelloù a-enep o gwad o-unan, hag e stegnont gripedoù d’o ene.

19  Evel-se emañ gwenodennoù an hini a c’hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc’h.

20  Ar furnez a gri kreñv en diavaez, lakaat a ra he mouezh da dregerniñ dre ar straedoù,

21  youc’hal a ra er c’hroashentoù m’en em vod an dud enno, ouzh toull an dorojoù; e kêr e lavar he gerioù:

22  Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc’h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?

23  Distroit pa damallan ac’hanoc’h. Setu, e skuilhin warnoc’h eus va spered, hag e roin deoc’h da gompren va c’homzoù.

24  Dre m’em eus galvet ha n’eo ket fellet deoc’h, dre m’em eus astennet va dorn ha n’en deus den lakaet evezh,

25  dre m’hoc’h eus taolet kuit va holl guzulioù, dre na garit ket va zamalloù,

26  me a c’hoarzho war ho klac’har, goap a rin pa zeuio ho spont,

27  pa zeuio ho spont evel un distruj hag ho reuz evel ur barr-avel, pa zeuio warnoc’h an estrenvan hag an enkrez.

28  Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac’hanon mintin mat, met ne’m c’havint ket,

29  rak kasaet o deus an anaoudegezh, ha n’o deus ket dibabet doujañs an AOTROU.

30  N’o deus ket kavet plijadur em c’huzul, ha disprizet o deus va holl c’hourdrouzoù.

31  Ra zebrint eta frouezh o hent, ha r’o devo o gwalc’h eus o c’huzulioù o-unan,

32  rak belbi ar re eeun o lazh, ha dibrederi ar re ziboell o c’holl.

33  Met an hini a selaou ouzhin a vo o chom e surentez, hag a vo seder hep bezañ spontet gant droug ebet.

 

Pennad 2

1  Va mab, mar degemerez va gerioù, ha mar mirez ganit va gourc’hemennoù,

2  e doare ma lakai da zivskouarn evezhiek ouzh ar furnez, ha ma stouez da galon etrezek ar meiz,

3  mar galvez ar poell, ha mar savez da vouezh etrezek ar meiz,

4  mar goulennez anezhañ evel an arc’hant, ha mar klaskez anezhañ gant evezh evel un teñzor,

5  neuze e kompreni doujañs an AOTROU, hag e kavi anaoudegezh Doue.

6  Rak an AOTROU a ro ar furnez, eus e c’henoù e teu an anaoudegezh hag ar meiz.

7  Mirout a ra an ijin evit ar re a zo eeun, ur skoed eo d’ar re a gerzh er reizhder.

8  Diwall a ra gwenodennoù ar varnedigezh, hag ec’h evesha war hent e re leal.

9  Neuze ec’h anavezi ar reizhder, ar varnedigezh, an eeunder, pep hent mat.

10  Rak ar furnez a zeuio ez kalon, hag an anaoudegezh a blijo da’z ene,

11  ar poell a eveshaio warnout, hag ar meiz a ziwallo ac’hanout,

12  evit da zieubiñ eus hent an drougiezh, eus an den a gomz gant touell,

13  eus ar re a zilez gwenodennoù an eeunder, evit kerzhout war hentoù an deñvalijenn,

14  a vez laouen oc’h ober an droug, a gav plijadur e fallentez an hini drouk,

15  a zo kammigellek o gwenodennoù, hag a heuilh hentoù troidellek.

16  Dieubet e vi eus ar wreg estren, eus an diavaeziadez a luban gant he gerioù;

17  dilezet he deus keneil he yaouankiz, hag ankounac’haet he deus emglev he Doue.

18  Rak he zi a stou war-zu ar marv, hag he hent war-zu ar re varv.

19  Neb a ya d’he c’havout ne zeuio ket en-dro, ne adkavo ket gwenodennoù ar vuhez.

20  Evel-se e kerzhi en hent ar re vat, hag e viri gwenodennoù ar re reizh,

21  rak ar re a zo eeun a vo o chom war an douar, hag ar re wirion a bado ennañ,

22  met ar re zrouk a vo lamet kuit eus an douar, hag an douellerien a vo diframmet diwarnañ.

 

Pennad 3

1  Va mab, n’ankounac’ha ket va lezenn, ha ra viro da galon va gourc’hemennoù,

2  rak deizioù hir ha bloavezhioù a vuhez, ha peoc’h ivez a zegasint dit.

3  Ra ne zilezo ket ac’hanout an drugarez hag ar wirionez, eren anezho ouzh da c’houzoug, skriv anezho war daolenn da galon,

4  hag e kavi madelezh hag intent mat dirak daoulagad Doue hag an dud.

5  Fiz en AOTROU eus da holl galon, ha n’en em harp ket war da boell,

6  anavez anezhañ en da holl hentoù, hag e reno da wenodennoù.

7  Na vez ket fur dirak da zaoulagad da-unan, douj an AOTROU ha distro diouzh an droug,

8  kement-se a vo ar yec’hed da’z kigennoù, ha mel da’z eskern.

9  Enor an AOTROU gant da vadoù, ha gant frouezh kentañ da holl c’hounidoù,

10  ha da solieroù a vo leun a fonnusted, ha da waskoù a baoto gant gwin nevez.

11  Va mab, na zispriz ket kastiz an AOTROU, ha na goll ket kalon pa rebech ac’hanout,

12  rak an AOTROU a gastiz an hini a gar, evel ma ra un tad d’e vab a laka e levenez ennañ.

13  Eürus an den en deus kavet ar furnez, hag an den a laka ar meiz a-raok,

14  rak gwelloc’h eo ar splet anezhi eget hini an arc’hant, hag ar gounid anezhi eget aour fin.

15  Priziusoc’h eo eget perlez, hag an holl draoù c’hoantus ne dalvezont ket anezhi.

16  Deizioù hir a zo en he zu dehou, pinvidigezhioù ha gloar en he zu kleiz.

17  He hentoù a zo hentoù plijus, hag hec’h holl wenodennoù a ren d’ar peoc’h.

18  Ar wezenn a vuhez ez eo evit ar re a stag outi, hag an holl re a vir anezhi a zo eürus.

19  An AOTROU en deus diazezet an douar dre ar furnez, ha dre ar meiz en deus startaet an neñvoù.

20  Dre an anaoudegezh eo e vez digoret an donderioù, hag e laosk ar goabrennoù ar c’hlizhenn.

21  Va mab, ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir an ijin hag ar poell,

22  hag e vint buhez evit da ene, hag ur brageriz evit da c’houzoug.

23  Neuze e kerzhi e surentez war da hent, ha da droad ne streboto ket.

24  Mar gourvezez, ne’z po ket aon, ha pa vi gourvezet, da gousk a vo dous.

25  Na’z pez ket aon rak ar spont buan, na rak distruj ar re zrouk pa en em gavo.

26  Rak an AOTROU a vo da esperañs, hag e tiwallo da droad diouzh bezañ tapet.

27  Na zinac’h ket ur madober d’an hini en deus ezhomm, pa’z eo en da c’halloud e reiñ dezhañ.

28  Na lavar ket da’z nesañ, kae ha deus en-dro, ha me a roio dit warc’hoazh, pa vez ganit peadra.

29  Na ijin ket an droug a-enep da nesañ, a zo o chom e surentez en da gichen.

30  Na stourm ket a-enep un den, pa n’en deus graet droug ebet dit.

31  Na’z pez ket avi ouzh an den taer, ha na zibab hini eus e hentoù.

32  Rak an hini a gerzh a-dreuz, euzh en deus an AOTROU outañ, met mignon eo d’ar re a zo eeun.

33  Mallozh an AOTROU a zo war di an den drouk, met bennigañ a ra ti ar re reizh.

34  Ober a ra goap ouzh ar c’hoapaerien, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.

35  Ar re fur o devo ar c’hloar da hêrezh, met an dismegañs a gouezho war ar sodien.

 

Pennad 4

1  Mibien, selaouit ar gelennadurezh eus un tad, ha bezit evezhiek evit anavezout ar poell,

2  rak alioù mat a roan deoc’h; na zilezit ket va lezenn.

3  Pa oan c’hoazh ur bugel tost da’m zad, tener ha karedik e-kichen va mamm,

4  e kelenne ac’hanon hag e lavare din: Ra zalc’ho da galon va c’homzoù, mir va gourc’hemennoù, hag e vevi,

5  degemer ar furnez, degemer ar poell, n’ankounac’ha ket kement-se, ha na zistro ket eus gerioù va genoù,

6  na zilez ket anezhi, da virout a raio, kar anezhi, da ziwall a raio.

7  Ar furnez eo ar penn-kentañ; degemer ar furnez ha, gant kement ec’h eus, degemer ar poell.

8  Azaouez anezhi hag hi a savo ac’hanout, reiñ a raio enor dit pa ez po staget outi,

9  grasoù a zastumo en-dro da’z penn, hag e roio dit ur gurunenn a c’hloar.

10  Selaou, va mab, degemer va gerioù, ha bloavezhioù da vuhez a vo kresket.

11  Kelennet em eus dit hent ar furnez, ha lakaet em eus ac’hanout da gerzhout war wenodennoù eeun.

12  Pa gerzhi, da gammedoù ne vint ket diaezet, ha pa redi, ne streboti ket.

13  Stag ouzh ar gelennadurezh, na laosk ket anezhi, mir anezhi, rak da vuhez eo.

14  Na gerzh ket war wenodenn ar re fallakr, ha n’a ket en hent ar re zrouk.

15  Diwall diouto, na dremen ket dre eno, pella, tremen e-biou,

16  rak ne gouskont ket ma n’o deus ket graet un droug bennak, hag o c’housk a zo lamet diouto ma n’o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,

17  rak bara ar fallentez a zebront, ha gwin an daerded a evont,

18  met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.

19  Hent ar re zrouk a zo evel an deñvalijenn, ne welont ket ar pezh o lakaio da gouezhañ.

20  Va mab, bez evezhiek ouzh va c’homzoù, stou da skouarn da’m gerioù,

21  ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir anezho ez kalon,

22  rak ez int buhez ar re a gav anezho, ha yec’hed o holl gorf.

23  Diwall da galon gant evezh, rak anezhi eo e teu mammennoù ar vuhez.

24  Dizarbenn diouzhit drougiezh ar genoù, pella diouzhit touellerezh ar muzelloù,

25  ra sello da zaoulagad dirazout, ra en em lakaio da valvennoù eeun,

26  pouez war wenodenn da dreid, starta da holl hentoù,

27  na zistro nag a-zehou nag a-gleiz, tenn da droad diouzh an droug.

 

Pennad 5

1  Va mab, bez evezhiek ouzh va furnez, stou da skouarn da’m foell,

2  evit ma talc’hi ar preder, ha ma viro da vuzelloù an anaoudegezh.

3  Rak muzelloù an diavaeziadez a laosk ar mel, hag he staon a zo dousoc’h eget eoul,

4  met ar pezh a zeu diouti a zo c’hwerv evel huelenn, ha lemm evel ur c’hleze a zaou droc’h.

5  He zreid a genred d’ar marv, he c’hammedoù a gas da lec’h ar marv,

6  ne daol ket evezh ouzh gwenodenn ar vuhez, he hentoù a zo kemmus, ne c’hellez ket o anavezout.

7  Bremañ eta, va mibien, selaouit ac’hanon, ha na zistroit ket diouzh gerioù va genoù.

8  Pella da hent diouti, ha na dosta ket ouzh dor he zi,

9  gant aon na rofes da enor da reoù all, ha da vloavezhioù da un den garv,

10  gant aon na zeufe an diavaezidi d’en em leuniañ eus da binvidigezhioù, ha na dremenfe en un ti estren ar pezh ac’h eus gounezet gant da labour,

11  ha na yudfes pa vi tost ouzh da ziwezh, pa vo da gig ha da gorf kuzumet,

12  ha na lavarfes: Penaos em eus kasaet ar gelennadurezh? Penaos he deus disprizet va c’halon ar gourdrouz?

13  Penaos n’em eus ket sentet ouzh mouezh ar re am c’helenne? Penaos n’em eus ket stouet va skouarn d’ar re a zeske ac’hanon?

14  War-bouez nebeud e en em gaven en holl boanioù, e-kreiz ar bobl hag ar vodadeg.

15  Ev dour eus da sistern, hag eus gwazhioù da buñs.

16  Daoust hag e tle da feunteunioù en em skuilhañ en diavaez, ha da zourioù-red er straedoù?

17  Ra vint dit-te da-unan, ha nann d’an diavaezidi.

18  Ra vo da andon benniget, ha laouena gant gwreg da yaouankiz,

19  evel gant ur garvez karedik hag ur c’havrig koant, ra laouenaio he divronn ac’hanout e pep amzer, ha bez dalc’hmat stag ouzh he c’harantez.

20  Ha perak, va mab, e vefes boemet gant un diavaeziadez, hag e pokfes ar brennid eus un estrañjourez?

21  Rak hentoù an den a zo dirak daoulagad an AOTROU, hag e pouezata e holl bazioù.

22  An hini drouk a vo paket en e zireizher, hag a vo dalc’het en ereoù e bec’hed.

23  Mervel a raio hep kelennadur, hag e kantreo dre vraster e sotoni.

 

Pennad 6

1  Va mab, mar ec’h eus kretaet da nesañ, mar ec’h eus tonket evit unan bennak da zorn,

2  ereet out dre c’herioù da c’henoù, tapet out dre c’herioù da c’henoù.

3  Va mab, gra buan an dra-mañ: en em denn ac’hane; pa’z out kouezhet etre daouarn da nesañ, kae, stou ha ped da nesañ.

4  Na ro ket na morgousk da’z taoulagad, na diskuizh da’z malvennoù,

5  en em denn evel ar yourc’h eus dorn ar chaseour, evel ul labous eus dorn al labousetaer.

6  Didalvez, kae etrezek ar verienenn, sell ouzh he hentoù ha deus da vezañ fur.

7  N’he deus na mestr, nag eveshaer, na penn,

8  kempenn a ra he boued e-pad an hañv, hag e tastum e-pad an eost peadra da zebriñ.

9  Didalvez, betek pegeit e vi gourvezet? Pegoulz e savi eus da gousk?

10  Un tamm kousket, un tamm morediñ, un tamm kroaziañ da zaouarn evit diskuizhañ,

11  hag e teuio da baourentez evel ur reder, ha da zienez evel un den armet.

12  An hin fallakr, an den drouk, a gerzh gant ur genoù tuet fall,

13  ober a ra sin gant e zaoulagad, komz a ra gant e dreid, reiñ a ra da c’houzout gant e vizied,

14  ar falloni a zo en e galon, ijinañ a ra an droug e pep amzer, lakaat a ra stourmadegoù da c’henel.

15  Setu perak e teuio e ziskar a-daol-trumm, buan e vo bruzunet, ha ne vo pare ebet.

16  C’hwec’h tra a zo kasaet gant an AOTROU, seizh zoken a zo euzhus evitañ:

17  An daoulagad otus, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,

18  ar galon o tivizout traoù fall, an treid a hast redek d’an droug,

19  ar falstest a lavar gevier, hag an hini a zegas stourmadegoù etre breudeur.

20  Va mab, mir gourc’hemenn da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm.

21  Dalc’h anezho bepred ereet war da galon, stag anezho ouzh da c’houzoug.

22  Pa gerzhi, e renint ac’hanout; pa c’hourvezi, ez tiwallint; pa zihuni, e komzint ouzhit.

23  Rak ar gourc’hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,

24  evit da ziwall diouzh ar vaouez fall, diouzh teod lubanus an diavaeziadez.

25  Na c’hoanta ket he c’haerder ez kalon, ha na lez ket anezhi da’z tapout gant he malvennoù.

26  Rak dre garantez evit ur ribodez e teuer da vezañ evel un tamm bara, hag an avoultrerez a hemolc’ho an ene prizius.

27  Ha gallout a ra unan bennak kemer tan en e varlenn, hep ma tevfe e zilhad?

28  Ha kerzhout a rafe unan bennak war ar glaou, hep ma vefe devet e dreid?

29  Evel-se eo evit an hini a ya etrezek gwreg e nesañ, piv bennak a stok outi ne vo ket didamall.

30  Ne zisprizer ket ul laer en deus laeret evit en em leuniañ, p’en doa naon,

31  ha mard eo tapet, e roio seizh gwech kemend-all, reiñ a raio kement a zo en e di.

32  Met an hini a ra avoultriezh gant ur wreg a zo dibourvez a skiant, an hini a fell dezhañ en em goll a raio evel-se.

33  Kavout a raio goulioù ha dismegañs, hag e vezh ne vo ket lamet kuit,

34  rak gwarizi ar pried a zo ur fulor, hag e vo didruez e deiz ar veñjañs,

35  ne lakaio evezh ouzh dic’haou ebet, ha ne gemero netra zoken pa greskfes an donezonoù.

 

Pennad 7

1  Va mab, mir va gerioù, ha dalc’h ganit va gourc’hemennoù,

2  mir va gourc’hemennoù hag e vevi, mir va lezenn evel da ibil-lagad,

3  stag anezho ouzh da vizied, skriv anezho war daolenn da galon.

4  Lavar d’ar furnez: Te eo va c’hoar, ha gra eus ar poell: Va mignon,

5  evit ma tiwallint ac’hanout diouzh ar vaouez estren, an diavaeziadez a luban gant he gerioù.

6  Tra ma sellen dre brenestr va zi, a-dreuz va c’hael,

7  e welis e-touez ar re eeun, ec’h eveshais e-touez ar re yaouank, ur paotr dibourvez a skiant,

8  a dremene dre ar straed e-kichen he c’horn, hag a heulie hent he zi,

9  d’an abardaez, da serr an noz, pa zeue an noz du ha teñval.

10  Ha setu, ar vaouez a zeuas a-raok dezhañ, gwisket evel ur ribodez ha leun a douellerezh.

11  Trouzus hag hep dalc’h eo, he zreid ne chomont ket en he zi;

12  bremañ war ar straed, goude war al leurenn, emañ o c’hortoz e pep korn.

13  Kemer a reas anezhañ hag e pokas dezhañ, ha gant un dremm rok e lavaras dezhañ:

14  Un aberzh a beoc’h a oa ganin, hiziv em eus sevenet va gouestloù,

15  setu perak on deuet a-raok dit, evit da glask gant pres, hag em eus da gavet.

16  Gwisket em eus va gwele gant pallennoù, gant gwiadoù liesliv e lin eus an Ejipt.

17  Frondet em eus va gwele gant mir, aloez ha kinamona.

18  Deus, en em vezvomp a garantez betek ar mintin, laouenaomp er plijadurioù.

19  N’emañ ket va ozhac’h er gêr, aet eo da veajiñ pell.

20  Kemeret en deus gantañ ur sac’had arc’hant, ha ne zistroio ket d’ar gêr a-raok al loar nevez.

21  Dre he lavaroù hoalus e laka anezhañ da zont, dre lubanerezh he muzelloù e redi anezhañ.

22  Mont a ra raktal war he lerc’h, evel ma’z a un ejen d’al lazherezh, evel ma’z a un diskiant ereet evit bezañ kastizet,

23  betek ma teuio ur bir da doullañ e avu, evel ul labous en em daol etrezek al lindag, hep gouzout eo stegnet a-enep e vuhez.

24  Bremañ eta, mibien, selaouit me, ha bezit evezhiek ouzh gerioù va genoù.

25  Ra n’aio ket da galon etrezek he hentoù, n’en em goll ket war he gwenodennoù.

26  Rak kalz he deus lakaet da gouezhañ, gouliet, ha bras eo niver ar re greñv he deus lazhet.

27  He zi eo hent lec’h ar marv, a ziskenn betek chomlec’h ar marv.

 

Pennad 8

1  Ar furnez, ha ne huch ket? Hag ar meiz, ha ne ro ket he mouezh da glevout?

2  En em zerc’hel a ra war-lein ar c’hrec’hioù, war an hent, er c’hroazhentoù.

3  Tost d’an dorioù, ouzh antre kêr, e penn ar straedoù, emañ o krial:

4  O tudoù, e huchan deoc’h! Va mouezh a zo evit mibien an dud.

5  C’hwi, tud eeun, deskit skiant-vat; c’hwi, sodien, ra zeuio poellek ho kalon.

6  Selaouit, dre ma lavarin traoù talvoudus, hag e tigorin va muzelloù evit kelenn ar pezh a zo eeun.

7  Rak va genoù a lavar ar wirionez, ha va muzelloù o deus euzh ouzh ar gaou.

8  Holl c’herioù va genoù a zo hervez ar wirionez, n’eus enno netra diwir na touellus.

9  An holl anezho a zo sklaer evit an den a gompren, hag eeun evit ar re o deus kavet an anaoudegezh.

10  Degemerit va c’helennadurezh kentoc’h eget arc’hant, an anaoudegezh kentoc’h eget aour a-zibab,

11  rak ar furnez a zo gwelloc’h eget ar perlez, ha kement a c’hellfed c’hoantaat ne dalvez ket anezhi.

12  Me, ar furnez, a zo o chom gant ar skiant-vat, hag e perc’hennan anaoudegezh ar soñjoù fur.

13  Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc’h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.

14  Din-me eo an ali hag an ijin, ar poell hag an nerzh.

15  Drezon eo e ren ar rouaned hag e c’hourc’hemenn ar briñsed ar pezh a zo reizh.

16  Drezon eo e c’houarn ar re c’halloudek hag ar re vras, hag holl varnerien an douar.

17  Me a gar ar re am c’har, hag ar re am c’hlask am c’hav.

18  Ganin-me emañ ar binvidigezh hag ar c’hloar, ar madoù padus hag ar reizhder.

19  Va frouezh a zo gwelloc’h eget aour, eget aour glan, hag ar pezh a zegasan a zo gwelloc’h eget arc’hant a-zibab.

20  Me a ren dre wenodenn ar reizhder, ha dre greiz hentoù ar varnedigezh,

21  evit reiñ da hêrezh madoù d’ar re am c’har, hag evit leuniañ o zeñzorioù.

22  Edon gant an AOTROU e penn-kentañ e hent, a-raok e oberennoù a-wechall.

23  Adalek ar beurbadelezh ez on bet diazezet, adalek ar penn-kentañ, a-raok ma oa an douar.

24  Pa ne oa donder ebet, e oan ganet, pa ne oa mammenn ebet karget a zoureier.

25  A-raok ma oa azezet ar menezioù, a-raok ar c’hrec’hiennoù, e oan ganet,

26  pa n’en doa ket graet c’hoazh an douar pe ar maezioù, na penn-kentañ poultr ar bed,

27  pa aoze an neñvoù e oan eno, pa verke ur c’helc’h dreist an donder,

28  pa startae ar c’houmoul en nec’h, pa lakae ar mammennoù da strinkañ eus an donder,

29  pa roe e reolennoù d’ar mor, evit na dremenje ket e zoureier o harz, pa lakae diazezoù an douar,

30  neuze e oan e oberour en e gichen, e oan e blijadur bemdez, o laouenaat hep paouez dirazañ.

31  Kavout a raen va levenez er bed ha war an douar, ha va eurvad e-touez mibien an dud.

32  Bremañ eta, va mibien, selaouit ac’hanon. Eürus ar re a viro va hentoù!

33  Selaouit ar gelennadurezh evit dont da vezañ fur, ha n’he zaolit ket kuit.

34  Eürus an den a selaou ac’hanon, a evesha war va dorioù bemdez, hag a vir postoù dor va zi!

35  Rak an hini am c’hav a gav ar vuhez, hag en devo grad-vat an AOTROU,

36  met an hini a bec’h em enep a noaz d’e ene. An holl re a gasa ac’hanon a gar ar marv.

 

Pennad 9

1  Ar furnez he deus savet he zi, kizellet he seizh peul,

2  lazhet he loened, kempennet he gwin, hag aozet he zaol.

3  Kaset he deus he mitizhien; eus lein lec’hioù uhel kêr e kri:

4  Ra zeuio amañ an hini a zo eeun! Hag e lavar d’ar re a zo dibourvez a skiant:

5  Deuit, debrit eus va bara, hag evit eus ar gwin am eus kempennet.

6  Disammit eus an diouiziegezh hag e vevot, hag e kerzhot war hent ar poell.

7  An hini a c’hourdrouz ur goapaer a resev mezh, hag an hini a repren un den drouk a resev dismegañs.

8  Na repren ket ur goapaer gant aon na gasafe ac’hanout, repren un den fur hag e karo ac’hanout.

9  Ro d’un den fur hag e teuio furoc’h c’hoazh, kelenn un den reizh hag e kresko e gouiziegezh.

10  Doujañs an AOTROU eo penn-kentañ ar furnez, hag anaoudegezh ar sent eo ar poell.

11  Rak drezon eo e vo da zeizioù liesaet, ha bloavezhioù da vuhez a vo kresket.

12  Mard out fur, out fur evidout da-unan, mard out goapaer, e tougi da-unan da boan.

13  Ur vaouez sot a zo trouzus, diskiant ha ne oar netra.

14  Azezañ a ra war dreuz he zi, war ur gador e lec’hioù uhel kêr,

15  evit krial d’ar re a dremen, hag a ya eeun en o gwenodenn:

16  Ra zeuio amañ an hini a zo eeun! Hag e lavar d’an hini a zo dibourvez a skiant:

17  An dourioù laeret a zo dous, hag ar bara debret e kuzh a zo plijus.

18  Ha ne oar ket emañ eno ar re varv; he re bedet a zo e foñs lec’h ar marv.

 

Pennad 10

1  Krennlavarioù Salomon. Ur mab fur a laouena e dad, met ur mab diboell a zo glac’har e vamm.

2  Teñzorioù ar fallagriezh ne dalvezont netra, met ar reizhder a zieub eus ar marv.

3  An AOTROU ne lezo ket ene an hini reizh da gaout naon, met teurel a ra kuit gwallc’hoant ar re zrouk.

4  An hini a labour gant un dorn lezirek a zeu da vezañ paour, met dorn ar re oberiant a binvidika.

5  An hini a zastum e-pad an hañv a zo ur mab poellek, an hini a gousk e-pad an eost a zo ur mab mezhek.

6  Bennozhioù a zo war benn an den reizh, met an taerder a c’holoio o genoù d’ar re zrouk.

7  Eñvor ar re reizh a vo benniget, met anv ar re zrouk a vreino.

8  An hini a zo fur a galon a zegemer ar gourc’hemennoù, met an hini diskiant a vuzelloù a gouezho.

9  An hini a gerzh en eeunder a ya e surentez, met an hini a falla e hentoù a vo dizoloet.

10  An hini a wilc’h e lagad a ra trubuilh, hag an hini a zo diskiant a vuzelloù a gouezho.

11  Genoù an den reizh a zo ur vammenn a vuhez, met an taerder a c’holoio o genoù d’ar re zrouk.

12  Ar gasoni a atiz ar stourmadegoù, met ar garantez a c’holo an holl fazioù.

13  War vuzelloù an den fur en em gav ar furnez, met ar wialenn a zo evit kein an hini diboell.

14  Ar furien a vir an anaoudegezh en armerzh, met genoù an diskiant a zo un distruj tost.

15  Madoù ar pinvidig a zo e gêr greñv, met paourentez an ezhommeien a zo o distruj.

16  Oberenn an den reizh a gas d’ar vuhez, met frouezh an hini drouk a gas d’ar pec’hed.

17  An hini a vir an deskadurezh a zo war wenodenn ar vuhez, met an hini a ankounac’ha ar rebechoù en em goll.

18  An hini a guzh ar gasoni en deus muzelloù touellus, hag an hini a skuilh an drouklavar a zo diboell.

19  Pa vez kalz a gomzoù, ne vank ket ar pec’hed, met an hini a zalc’h e vuzelloù a zo fur.

20  Teod an den reizh a zo arc’hant a-zibab, met kalon ar re zrouk a dalvez nebeut a dra.

21  Muzelloù an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.

22  Bennozh an AOTROU eo a binvidika, ha n’eus ket muioc’h a boan ganti.

23  Ober an droug eo levenez an amoeded, ar furnez eo hini an den poellek.

24  Ar pezh a ra aon d’an hini drouk en em gavo gantañ, met c’hoant ar re reizh a vo roet dezho.

25  Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.

26  Evel gwinegr d’an dent hag evel moged d’an daoulagad, evel-se eo an didalvez d’ar re a gas anezhañ.

27  Doujañs an AOTROU a gresk an deizioù, met bloavezhioù ar re zrouk a vo lamet kuit.

28  Al levenez eo esperañs ar re reizh, met gortoz ar re zrouk a yelo da netra.

29  Hent an AOTROU a zo nerzh an den eeun, met un distruj eo evit ar vicherourien a zireizhder.

30  An den reizh ne vo biken dilamet, met ar re zrouk ne vint ket o chom war an douar.

31  Genoù an den reizh a zegas ar furnez, met an teod tuet fall a vo lamet kuit.

32  Muzelloù an den reizh a anavez ar pezh a zo plijus, met genoù ar re zrouk n’eo nemet fallentez.

 

Pennad 11

1  Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.

2  Pa zeu al lorc’h, e teu kerkent an dismegañs, met ar furnez a zo gant ar re izel.

3  Lealded an dud eeun a reno anezho, met fallentez ar re zrouk o distrujo.

4  Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.

5  Reizhder an den mat a ra eeun e hent, met an hini drouk a gouezho en abeg d’e fallagriezh.

6  Reizhder an den eeun a zieub anezhañ, met an douellerien a vo tapet dre o drougiezh.

7  Pa varv an hini drouk, e c’hortoz a ya da netra, hag esperañs ar re daer a zo kollet.

8  An den reizh a zo dieubet eus an estrenvan, met an hini drouk a gouezh en e lec’h.

9  Ar pilpouz a zistruj e nesañ gant e c’henoù, met an dud reizh a zo dieubet dre an anaoudegezh.

10  Pa’z a mat gant an dud reizh, kêr a laouena, ha pa varv ar re zrouk, ez eus kanaouennoù.

11  Dre vennozh an dud eeun e vez savet kêr, met diskaret eo dre c’henoù ar re zrouk.

12  An hini a zispriz e nesañ a zo digalon, met an den poellek a chom war dav.

13  An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, met an hini a zo leal a spered a guzh an afer.

14  Pa n’eus kuzul ebet e kouezh ar bobl, met ar surentez a zo e kalz a dud a ali mat.

15  An hini a greta un diavaeziad en devo poan, met an hini a gasa ar c’hred a zo e surentez.

16  Ar vaouez dereat a resev enor, hag an dud nerzhus pinvidigezhioù.

17  An den madoberus a ra vat dezhañ e-unan, met an hini garv a drubuilh e gig e-unan.

18  An hini drouk a ra ul labour a douell anezhañ, met d’an hini a had ar reizhder eo roet ur gopr asur.

19  Evel ma kas ar reizhder d’ar vuhez, evel-se pleustr an droug a gas d’ar marv.

20  Ar re a zo tuet fall a galon a zo euzhus d’an AOTROU, met ar re eeun a zo e blijadur.

21  Abred pe ziwezhat an hini drouk ne chomo ket digastiz, met lignez an dud reizh a vo dieubet.

22  Evel ur bravig aour e moj ur pemoc’h eo ur vaouez koant hep poell.

23  C’hoant an dud reizh n’eo nemet ar mad, met esperañs ar re zrouk eo ar fulor.

24  Unan a zispign ha koulskoude e kresk, hag unan all a espern strizh hag e vo en dienez.

25  A hini a vo madoberus en devo e walc’h, hag an hini a zoura a vo douraet.

26  An hini a zalc’h an ed a zo milliget gant ar bobl, met ar vennozh a zeu war benn an hini en gwerzh.

27  An hini a glask ar mad a resev grad-vat, met an droug a erruo gant an hini a red war e lerc’h.

28  An hini a fizi er pinvidigezhioù a gouezho, met an dud reizh a vleunio evel ur skourr.

29  An hini a laka dizurzh en e di en devo an avel da hêrezh, hag an diskiant a vo servijer an hini a zo fur a galon.

30  Frouezh an den reizh a zo ur wezenn a vuhez, hag an den a c’hounez eneoù a zo fur.

31  Setu, an den reizh a resev e c’hopr war an douar, seul-vui an hini drouk hag ar pec’her.

 

Pennad 12

1  An hini a gar ar reizhadenn a gar an anaoudegezh, met an hini a gasa ar gourdrouz a zo diskiant.

2  An den mat a denn warnañ grad-vat an AOTROU, met Doue a gondaono an den a soñjoù gwidreüs.

3  An den ne vo ket startaet dre ar fallagriezh, met gwrizienn ar re reizh ne vo ket brañsellet.

4  Ur vaouez vertuzius a zo kurunenn hec’h ozhac’h, met an hini a ra vezh a zo evel breinadur en e eskern.

5  Soñjoù ar re reizh a zo eeunder, met alioù ar re zrouk a zo touell.

6  Komzoù ar re zrouk a zo antelloù evit skuilhañ ar gwad, met genoù an dud eeun o dieubo.

7  Diskaret eo ar re zrouk, n’emaint ken, met ti ar re reizh en em zalc’ho.

8  An den a vo meulet hervez e boell, met an hini a zo tuet fall a galon a vo disprizet.

9  Gwelloc’h eo bezañ disprizet ha kaout ur servijer, eget en em reiñ gloar ha mankout a vara.

10  An den reizh a gemer preder gant ene e loen, met trugarez ar re zrouk a zo kriz.

11  An hini a labour e zouar en devo e walc’h a vara, met an hini a heuilh ar re zidalvez a zo dibourvez a skiant.

12  An hini drouk a c’hoanta ar pezh o deus kemeret ar re fall, met gwrizienn an den reizh a ro frouezh.

13  Ur stign euzhus a zo e disentidigezh ar muzelloù, met an den reizh a yelo er-maez eus an estrenvan.

14  An den en devo e walc’h a vadoù gant frouezh e c’henoù, hag e vo roet da bep hini hervez labour e zaouarn.

15  Hent an diskiant a zo eeun dirak e zaoulagad, met an hini a selaou an ali a zo fur.

16  Desped an diskiant a vez anavezet bremañ, met an den poellek a c’holo an dismegañs.

17  An hini a lavar ar wirionez a gas ar reizhder war-raok, met ur falstest a douell.

18  Bez’ ez eus tud a ra poan evel beg ar c’hleze pa gomzont, met teod ar re fur a zo yec’hed.

19  Ar vuzell wirion a zo startaet evit biken, met an teod gaouiat n’emañ nemet ur pennad.

20  Touellerezh a zo e kalon ar re a ijin an droug, met levenez a zo evit kuzulierien ar peoc’h.

21  Gwalleur ebet n’en em gavo gant an den reizh, met ar re zrouk a vo bec’hiet a boanioù.

22  Ar muzelloù touellus a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar re a ra gant gwirionez a blij dezhañ.

23  An den poellek a guzh ar pezh a oar, met kalon ar re ziboell a embann sotonioù.

24  Dorn ar re oberiant a reno, met an dorn didalvez a vo mestroniet.

25  Bec’hiet eo an den gant ar glac’har a zo en e galon, met laouenaet eo gant ur gomz vat.

26  An den reizh a zo uheloc’h eget e amezeg, met hent ar re zrouk o c’holl.

27  An didalvez ne rosto ket e jiber, met madoù an den oberiant a zo prizius.

28  E gwenodenn an den reizh emañ ar vuhez, hag e hent ne gas ket d’ar marv.

 

Pennad 13

1  Ar mab fur a selaou kelennadurezh e dad, met ar goapaer ne selaou ket ar rebechoù.

2  An den en devo e walc’h gant frouezh e c’henoù, met ene ar re widreüs gant taerder.

3  An hini a evesha war e c’henoù a vir e ene, met an hini a zigor e vuzelloù a gavo e goll.

4  Ene an didalvez ne ra nemet c’hoantaat ha n’en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc’h.

5  An den reizh a gasa ar gaou, met an hini drouk a zo kasaus hag a gouezh er vezh.

6  Ar reizhder a vir an hini a gerzh en eeunder, met an drougiezh a ziskaro ar pec’her.

7  Unan en em ra pinvidik ha n’en deus netra, unan all en em ra paour ha koulskoude madoù bras en deus.

8  Pinvidigezh un den a zo daspren e vuhez, met ar paour ne c’houzañv ket gourdrouz.

9  Sklêrijenn an dud reizh a laouena, met lamp ar re zrouk a vougo.

10  Al lorc’h ne daol nemet stourmadegoù, met gant ar re a gemer kuzul emañ ar furnez.

11  Ar pinvidigezhioù deuet dre wall hent a vo bihanaet, met an den a zastum dre e labour o c’hresko.

12  An esperañs daleet a laka ar galon da langisañ, met ar c’hoant sevenet a zo evel ur wezenn a vuhez.

13  An hini a zispriz ar gomz en em goll, met an hini a zouj ar gourc’hemenn a vo gopraet.

14  Lezenn an den fur a zo ur vammenn a vuhez, evit pellaat diouzh antelloù ar marv.

15  Ur meiz yac’h a ro gras, met hent an douellerien a zo kalet.

16  Pep den poellek a labour gant ijin, met an hini diboell a ziskouez e sotoni.

17  Ar c’hannad fall a gouezh en droug, met ar c’hannad leal a zegas ar yec’hed.

18  Ar baourentez hag an dismegañs a zeuio war an hini a daol kuit ar gelennadurezh, met an hini a selaou ar gourdrouz a vo enoret.

19  Ar c’hoant kaset da benn a zo c’hwek d’an ene, met distreiñ diouzh an droug a zo euzhus d’an amoeded.

20  An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em gollo.

21  An droug a red war-lerc’h ar bec’herien, met an eurvad eo gopr an dud reizh.

22  An den mat a dreuzkaso e hêrezh da vibien e vibien, met pinvidigezhioù ar pec’her a zo miret evit an den reizh.

23  Kalz a zo da zebriñ er park labouret gant ar paour, met tud ‘ zo hag a ya da goll dre vank a varnedigezh.

24  An hini a espern ar wialenn a gasa e vab, met an hini a gar anezhañ a hast e gastizañ.

25  An den reizh a zebro hag en devo e walc’h, met kof ar re zrouk en devo dienez.

 

Pennad 14

1  Pep maouez fur a sav he zi, met an hini ziskiant e ziskar gant he daouarn.

2  An den a gerzh en eeunder a zouj an AOTROU, met an hini a zo gwallsiek en e hentoù a zispriz anezhañ.

3  Genoù an diskiant a zo ur wialenn evit e lorc’h, met muzelloù ar furien o mir.

4  Pa n’eus ket a saout ar c’hrañj a zo goullo, met nerzh an ejen a laka ar gounid da greskiñ.

5  An test leal ne lavar nepred gaou, met ar falstest a gomz gant gevier.

6  Ar goapaer a glask ar furnez ha ne gav ket anezhi, met evit un den poellek an anaoudegezh a zo aes.

7  Pella diouzh an amoed, pa ne welez ket muzelloù an anaoudegezh gantañ.

8  Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.

9  Ar re ziskiant a ra goap eus ar pec’hed, met an hegarated a zo e-touez an dud reizh.

10  Ar galon a anavez he c’hwervoni dezhi hec’h-unan, hag unan all n’en devo ket lod en he levenez.

11  Ti ar re zrouk a vo diskaret, met teltenn an dud reizh a vleunio.

12  Bez’ ez eus un hent a seblant eeun d’an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv.

13  En ur c’hoarzhin zoken eo trist ar galon, ha dibenn al levenez-se a vo ar glac’har.

14  An hini a zo tuet fall a galon a vo leuniet gant e hentoù, met an den mat a vo leuniet gant ar pezh a zo ennañ e-unan.

15  Un den eeun a gred kement a lavarer, met an den poellek a evesha ouzh e gammedoù.

16  Ar fur a zouj hag a dec’h diouzh an droug, met ar sod a zo rok ha diarvar.

17  An den buanek a ra sotonioù, hag an den gwidreüs a zo kasaet.

18  Ar re eeun a berc’henn ar sotoni, met ar re boellek a zo kurunet a anaoudegezh.

19  Ar re fall a vo izelaet dirak ar re vat, hag ar re zrouk dirak dor an dud reizh.

20  Ar paour a zo kasaet zoken gant e amezeg, met ar pinvidig en deus kalz a vignoned.

21  An hini a zispriz e nesañ a ra ur pec’hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c’hlac’haret a zo eürus.

22  Ar re a ijin an droug, ha ne ziheñchont ket? Met an drugarez hag ar wirionez a zo evit ar re a ijin ar mad.

23  E pep labour ez eus ur gounid bennak, met komzoù ar muzelloù ne zegasont nemet dienez.

24  Ar pinvidigezhioù a zo kurunenn ar furien, met sotoni an amoeded a zo atav sotoni.

25  An test leal a zieub an eneoù, met an hini a lavar gevier n’eo nemet touellerezh.

26  En doujañs an AOTROU emañ ur fiziañs kreñv, hag un degemer start evit ar vugale.

27  Doujañs an AOTROU a zo ur vammenn a vuhez, evit pellaat diouzh antelloù ar marv.

28  E niver bras ar bobl emañ gloar ar roue, met pa vank ar bobl emañ rivin ar priñs.

29  An hini a zo gorrek da gounnariñ en deus kalz a veiz, met an hini a zo buan da fuloriñ a ziskouez e follentez.

30  Ur galon sioul a zo buhez ar c’horf, met ar c’hoantegezh a zo breinadur an eskern.

31  An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg.

32  An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.

33  Ar furnez a ziskuizh e kalon an den skiantek, anavezet eo zoken e-touez ar sodien.

34  Ar reizhder a sav ur vroad, met ar pec’hed a zo mezh ar pobloù.

35  Grad-vat ar roue a zo evit ar servijer poellek, met droug a vo a-enep an hini a raio mezh dezhañ.

 

Pennad 15

1  Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.

2  Teod ar furien a ziskouez anaoudegezh, met genoù an amoeded a skuilh sotonioù.

3  Daoulagad an AOTROU a zo en holl lec’hioù, eveshaat a ra ouzh ar re zrouk hag ouzh ar re vat.

4  Un teod yac’h a zo evel ur wezenn a vuhez, met unan gwallsiek a zo evel ur boulc’h er spered.

5  An diskiant a zispriz deskadurezh e dad, met an hini a laka evezh ouzh ar gourdrouz a zo fur.

6  Emañ ur fonnusted vras e ti an den reizh, met trubuilh a zo e gounid an hini drouk.

7  Muzelloù ar fur a had an anaoudegezh, met n’eo ket evel-se gant kalon ar sodien.

8  Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.

9  Hent an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met karout a ra an den en em ro d’ar reizhder.

10  Ur c’hastiz rust a c’hortoz an hini a zilez ar wenodenn, hag an hini a gasa ar rebech a varvo.

11  Lec’h ar marv hag an distruj a zo dirak an AOTROU, pegement muioc’h kalonoù mibien an dud?

12  Ar goapaer ne blij ket dezhañ bezañ gourdrouzet, ha ned aio biken etrezek ar re fur.

13  Ar galon laouen a gaera an dremm, met tristidigezh ar galon a ziskar ar spered.

14  Ur galon boellek a glask anaoudegezh, met genoù an amoeded en em vag gant sotoni.

15  Holl zeizioù an hini glac’haret a zo fall, met ur galon laouen a zo ur fest dibaouez.

16  Gwelloc’h eo nebeud gant doujañs an AOTROU, eget un teñzor bras ha trubuilh gantañ.

17  Gwelloc’h eo ur pred geot gant karantez, eget un ejen stank gant kasoni.

18  An den taer a atiz an tabutoù, met an hini a zo gorrek da gounnariñ a sioula ar stourmadegoù.

19  Hent an didalvez a zo evel ur c’harzh spern, met gwenodenn an den reizh a zo plaenaet.

20  Ar mab fur a laouena e dad, met an den diboell a zispriz e vamm.

21  Ar follentez a zo levenez an hini a zo dibourvez a skiant, met an den poellek a gerzh eeun.

22  Hep alioù, c’hwitañ a ra ar mennadoù, met gant kalz a guzulierien e vezont startaet.

23  Laouen eo un den pa respont gant e vuzelloù, ha pegen mat eo ur gomz lavaret e koulz!

24  Evit an den poellek gwenodenn ar vuhez a gas d’an nec’h, hag a ra dezhañ tec’hout diouzh lec’h ar marv en traoñ.

25  An AOTROU a ziskar ti ar re lorc’hus, met startaat a ra harzoù an intañvez.

26  Soñjoù an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met plijus eo dezhañ ar gerioù glan.

27  An hini a zo en em roet d’ar gounid dizonest a drubuilh e di, met an hini a gasa an donezonoù a vevo.

28  Kalon an den reizh a soñj er pezh a respont, met genoù ar re zrouk a skuilh traoù fall.

29  An AOTROU a zo pell diouzh ar re zrouk, met klevout a ra pedenn an dud reizh.

30  Sklêrijenn an daoulagad a laouena ar galon, hag ur c’heloù mat a larta an eskern.

31  Ar skouarn, pa selaou ar rebech a ro ar vuhez, a vo o chom e-touez ar re fur.

32  An hini a daol kuit ar gelennadurezh a zispriz e ene, met an hini a selaou ar rebech a zesk meiz.

33  Doujañs an AOTROU a gelenn ar furnez, hag a-raok ar c’hloar emañ an izelegezh.

 

Pennad 16

1  Soñjezonoù ar galon a zo e-barzh an den, met respont an teod a zeu eus an AOTROU.

2  Holl hentoù an den a seblant glan dezhañ, an AOTROU eo a bouez ar speredoù.

3  Ro da aferioù d’an AOTROU, ha da c’hoantoù a vo startaet.

4  An AOTROU en deus graet an holl draoù evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac’har.

5  Pep den lorc’hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.

6  Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.

7  Pa blij d’an AOTROU hentoù un den, e sioula en e geñver zoken e enebourien.

8  Gwelloc’h eo nebeud gant reizhder, eget leveoù bras hep eeunder.

9  Kalon an den a soñj en hec’h hent, met an AOTROU a ren e gammedoù.

10  Diouganoù a zo war vuzelloù ar roue, hag e c’henoù ne bella ket diouzh an eeunder.

11  Ar valañs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioù ar sac’hig a zo e oberenn.

12  Ober an droug a zo un euzhusted evit ar rouaned, rak an tron a zo startaet gant ar reizhder.

13  Muzelloù reizh a blij d’ar rouaned, hag e karont an hini a gomz gant eeunder.

14  Fulor ar roue a zo ur c’hannad a varv, met un den fur a sioula anezhañ.

15  Dremm seder ar roue a ro ar vuhez, hag e c’hrad-vat a zo evel ur goumoulenn a zegas glav an diwezhañ amzer.

16  Pegen bravoc’h eo degemer furnez eget aour fin! Ha pegen gwelloc’h eo degemer poell eget arc’hant!

17  Hent an dud eeun eo distreiñ diouzh an droug, hag an hini a laka evezh ouzh e hent a vir e ene.

18  An ourgouilh a gas dirak an distruj, hag ur spered lorc’hus dirak an diskar.

19  Gwelloc’h eo bezañ izel a spered gant ar re vihan, eget lodennañ ar preizh gant ar re lorc’hus.

20  An hini a bleustr war un afer gant poell a gavo ar mad, hag an hini a fiz en AOTROU a vo eürus.

21  Galvet e vo poellek an hini a zo a galon fur, ha douster ar muzelloù a gresk an anaoudegezh.

22  Ar meiz a zo ur vammenn a vuhez d’ar re a berc’henn anezhi, met deskadurezh ar re ziskiant a zo ar sotoni.

23  Kalon an den fur a gelenn e c’henoù, hag a laka deskoni war e vuzelloù.

24  Gerioù plijus a zo terennoù mel, douster d’an ene ha yec’hed d’an eskern.

25  Bez’ ez eus un hent a seblant eeun d’an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv.

26  An hini a labour a labour evitañ e-unan, rak rediet eo dre e c’henoù.

27  An den fall a doull an droug, hag e vuzelloù a zo evel un tan o teviñ.

28  An den gwallsiek a had stourmadegoù, hag ar flatrer a zisrann ar vignoned.

29  An den taer a sach e amezeg d’e heul, hag e laka da gerzhout war un hent ha n’eo ket mat.

30  An hini a serr e zaoulagad evit pleustriñ war an droug, an hini a stard e vuzelloù, en deus dija graet an droug.

31  Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c’hloar, kavet eo en hent ar reizhder.

32  An hini a zo gorrek da gounnariñ a dalvez muioc’h eget an den kadarn, hag an hini a zo mestr eus e galon eget an den a dap kêrioù.

33  Taolet e vez d’ar sord e pleg ar sae, met a-berzh an AOTROU eo e teu an disoc’hoù.

 

Pennad 17

1  Gwelloc’h eo un tamm bara sec’h gant peoc’h, eget un ti leun a gig gant stourmadegoù.

2  Ar servijer poellek a reno war ar mab a ra mezh, hag en devo lod en hêrezh gant ar vreudeur.

3  Ar gleuzeur a zo evit an arc’hant hag ar forn evit an aour, met an AOTROU eo an hini a amprou ar c’halonoù.

4  An hini fall a zo evezhiek ouzh ar muzelloù faos, hag ar gaouiad a selaou an teod a zroukkomz.

5  An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegañs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz.

6  Mibien ar vibien a zo kurunenn ar re gozh, hag an tadoù a zo gloar o mibien.

7  Muzelloù dispar ne zereont ket ouzh an den diskiant, nebeutoc’h c’hoazh muzelloù gaouiat ouzh ur priñs.

8  Ar prof a zo evel ur maen prizius dirak daoulagad an hini en degemer, pep kostez bennak ma vez troet, e plij.

9  An hini a guzh ur mank a glask karantez, met an hini a ziskuilh an dra a zisrann ar vignoned.

10  Ur rebech a zo efedusoc’h war an den poellek, eget kant taol war an amoed.

11  An hini drouk ne glask nemet stourmadegoù, met ur c’hannad garv a vo kaset en e enep.

12  Gwelloc’h eo en em gavout gant un arzhez a zo lamet diganti he re vihan, eget gant ur sod en e sotoni.

13  An droug ne guitaio ket ti an hini a rent an droug evit ar mad.

14  Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d’an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.

15  An hini a zisklêr reizh an den drouk hag an hini a gondaon an den reizh, a zo o-daou un euzhusted evit an AOTROU.

16  Petra a servij ar priz e dorn an amoed evit prenañ furnez, pa vank ar galon?

17  Ar mignon gwir a gar e pep amzer, hag e c’hano evel ur breur en dristidigezh.

18  Dibourvez a skiant eo an hini a stok en dorn, hag a greta e nesañ.

19  An hini a gar ar stourmadegoù a gar an droug, hag an hini a sav e zor-borzh a glask distruj.

20  An hini a zo tuet fall a galon ne gavo ket an eurvad, hag an teod gwallsiek a gouezho er gwalleur.

21  An hini en deus roet ar genel d’ur sod en devo ar boan, ha tad un diskiant ne laouenaio ket.

22  Ar galon laouen a dalvez ul louzoù, met ar spered mantret a zisec’h an eskern.

23  An den drouk a zegemer an donezon, evit diskar gwenodennoù ar varnedigezh.

24  Emañ ar furnez dirak an den poellek, met daoulagad an hini diboell a ya da benn an douar.

25  Ar mab sot a zo ur glac’har evit e dad, ha c’hwervoni evit an hini he deus e c’hanet.

26  N’eo ket mat kastizañ an den reizh, ha skeiñ priñsed evit o eeunder.

27  An den dalc’het en e c’herioù en deus anaoudegezh, hag an den poellek en deus ur spered dispar.

28  Pa dav, an diskiant zoken a zo lakaet fur, hag an hini a serr e vuzelloù a zo un den skiantek.

 

Pennad 18

1  An hini a chom en e gorn a heuilh e dech, en em galeta a-enep pep skiant.

2  Un den diboell ne gemer ket plijadur o poellata, met o tisklêriañ ar pezh a zo en e galon.

3  Pa zeu an hini drouk, an dispriz a zeu ivez, ha gant an dismegañs e teu ar vezh.

4  Komzoù genoù un den a zo doureier don, ha mammenn ar furnez a zo ur froud o redek.

5  N’eo ket mat lakaat evezh ouzh an den drouk, evit ober gaou d’an hini reizh er varnedigezh.

6  Muzelloù an den diboell a zegas ar stourmadeg, e c’henoù a c’halv taolioù.

7  Genoù an den diboell a zo un distruj evitañ, e vuzelloù ur griped d’e ene.

8  Komzoù an teodeger a zo evel lipouzerezh, mont a reont betek donañ ar c’hof.

9  An hini en em laosk en e labour, a zo breur d’an hini a zispign ar pezh en deus.

10  Anv an AOTROU a zo un tour kreñv, an den reizh a red ennañ hag emañ e surentez.

11  Madoù ar pinvidig a zo e gêr greñv, hag evel ur voger uhel en e soñj.

12  A-raok an distruj, kalon an den en em sav, met an izelegezh a ziaraog ar c’hloar.

13  An hini a respont d’ar c’homzoù a-raok bezañ o c’hlevet, a ra ur sotoni hag a denn ar vezh warnañ e-unan.

14  Spered an den en souten er c’hleñved, met mard eo ar spered dinerzhet, piv en kreñvaio?

15  Kalon an den poellek a zastum anaoudegezh, ha skouarn an hini fur a glask anaoudegezh.

16  Donezon an den a zigor lec’h dezhañ, hag a zegas anezhañ betek ar re vras.

17  An hini a vreuta e gaoz da gentañ a seblant reizh, met e gevezer a zeu hag a evesha anezhañ.

18  Ar sord a echu an tabutoù, hag a ra al lodennoù etre ar re c’halloudek.

19  Breudeur dizunvanet a zo diaesoc’h eget ur gêr greñv, hag o zabutoù a zo evel morailhoù ur c’hastell.

20  Kof an den a zo leuniet gant frouezh e c’henoù, met eñ a zo leuniet gant leve e vuzelloù.

21  Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.

22  An hini en deus kavet ur wreg en deus kavet an eurvad, ur grad-vat eo digant an AOTROU.

23  Ar paour a gomz en ur aspediñ, met ar pinvidig a respont gant rustoni.

24  An hini en deus kalz a vignoned en deus trubuilh, met bez’ ez eus ur c’heneil muioc’h eget ur breur.

 

Pennad 19

1  Gwelloc’h eo ar paour a gerzh en eeunder eget an hini a gomz gant fallentez hag a zo diboell.

2  Un ene hep anaoudegezh n’eo ket un dra vat, hag an hini a hast buan war e dreid a bec’h.

3  Sotoni an den eo a ziskar e hent, hag e galon a grozmol a-enep an AOTROU.

4  Ar binvidigezh a zegas kalz a vignoned, met ar paour a zo dilezet gant e amezeg.

5  Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier ne dec’ho ket.

6  Kalz a luban grad-vat ar priñs, ha pep hini a zo mignon d’an den a ro.

7  Holl vreudeur ar paour a gasa anezhañ, pegen muioc’h en em denn e vignoned digantañ! Mont a ra war o lerc’h gant e gomzoù, met n’emaint ken eno!

8  An hini a zegemer furnez a gar e ene, hag an hini a vir ar meiz a gav ar mad.

9  Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier a yelo da goll.

10  Ne zere ket ouzh un amoed bevañ er plijadurioù, pegen nebeutoc’h d’ur servijer ren war ar re vras.

11  Poell an den a zalc’h e gounnar, hag e enor eo ankounac’haat ar mankoù.

12  Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c’hrad-vat a zo evel ar c’hlizhenn war ar geot.

13  Ur mab sot a zo ur gwalleur bras evit e dad, ha tabutoù ur wreg a zo ur c’han dibaouez.

14  Un ti ha pinvidigezhioù a zo un hêrezh a-berzh an tadoù, hag ur wreg poellek a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU.

15  Al leziregezh a zegas ar morgousk, hag an ene didalvez en devo naon.

16  An hini a vir ar gourc’hemenn a vir e ene, met an hini a zispriz e hentoù a varvo.

17  An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d’an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.

18  Kastiz da vab e-keit ha ma’z eus esperañs, met n’a ket betek e lakaat da vervel.

19  An hini en em lez da vont d’ar gounnar a zougo ar boan a-se, ha ma vez dilezet e vo ret dont en-dro.

20  Selaou ar c’huzul ha degemer ar gelennadurezh, evit ma vi fur betek da zivezh.

21  Bez’ ez eus soñjoù diniver e kalon an den, met kuzul an AOTROU a chomo digemm.

22  Kaerder an den eo e vadelezh, ha gwelloc’h eo ar paour eget ar gaouiad.

23  Doujañs an AOTROU a gas d’ar vuhez, an hini en deus anezhi en devo e walc’h, an droug ne weladenno ket anezhañ.

24  An didalvez a spluj e zorn er plad, ha ne zegas ket anezhañ en-dro d’e c’henoù.

25  Mar skoez war ar goapaer, an hini eeun a furaio, ha mar reprenez un den skiantek, e kompreno an anaoudegezh.

26  Ar bugel a ra mezh hag a zegas dismegañs, a wallgas e dad hag a laka e vamm da dec’hout.

27  Paouez, va mab, da selaou un deskadurezh a c’hellfe da zistreiñ diouzh gerioù an anaoudegezh.

28  Un test gwallsiek a ra goap eus ar varnedigezh, ha genoù ar re zrouk en em leugn a fallentez.

29  Ar barnedigezhioù a zo kempennet evit ar goapaerien, hag an taolioù evit kein an amoeded.

 

Pennad 20

1  Ar gwin a zo goapaer hag ar boeson a zo diboell, ha piv bennak a gemer re anezho n’eo ket fur.

2  Gourdrouz ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, an hini a hegas anezhañ a bec’h a-enep dezhañ e-unan.

3  Un enor eo evit un den en em virout diouzh an tabutoù, met pep diskiant en em ro dezho.

4  An didalvez ne labouro ket pa vez yen an amzer; e-pad an eost e klasko, met n’en devo netra.

5  Ar c’huzul e kalon an den a zo un dour don, hag an den skiantek a denno dioutañ.

6  An darn vuiañ eus an dud a veul o madelezh, met piv a gavo un den leal?

7  An den reizh a gerzh en e eeunder, e vibien a zo benniget war e lerc’h.

8  Ar roue a zo azezet war dron ar reizhder, kas a ra pep droug kuit gant e sell.

9  Piv a c’hell lavarout: Glanaet em eus va c’halon, naet on eus va fec’hed?

10  Daou bouez ha daou efa (unanenn ec’honad ~ 30 l) a zo unan hag egile un euzhusted dirak an AOTROU.

11  Ar bugel a ro da anavezout dija dre e oberoù, hag e vo glan hag eeun ar pezh a raio.

12  Ar skouarn a glev hag al lagad a wel, graet int bet o-daou gant an AOTROU.

13  Na gar ket ar c’housked gant aon na zeufes da vezañ paour, digor da zaoulagad hag ez po da walc’h a vara.

14  Kement-se ne dalvez netra, kement-se ne dalvez netra! eme ar prener. Da c’houde ez a kuit hag e fouge.

15  Bez’ ez eus aour ha kalz a berlez, met ar muzelloù fur a zo un dra brizius.

16  P’en devo un den kretaet un diavaeziad, kemer e zilhad ha goulenn digantañ ur gouestl en abeg d’an diavaezidi.

17  Bara an touell a zo plijus d’an den, met da c’houde e vo e c’henoù leun a c’hrouan.

18  Ar mennadoù a zo startaet dre ar c’huzul, kemer alioù evit ober brezel.

19  An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, pella eta diouzh an hini a gar digeriñ e vuzelloù.

20  Lamp an hini a vallozh e dad pe e vamm a vo mouget en donañ deñvalijenn.

21  Pa’z eo resevet re vuan an hêrezh da gentañ, ne vo ket benniget da ziwezhañ.

22  Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.

23  Daou bouezh a zo un euzhusted dirak an AOTROU, hag ar valañs faos n’eo ket un dra vat.

24  An AOTROU eo a ren kammedoù an den, penaos eta e komprenfe an den e hent?

25  Ur stign eo evit an den disklêriañ traoù santel gant skañvadurezh, ha goude ar gouestl enklask c’hoazh.

26  Ar roue fur a bella ar re zrouk, hag a laka ar rod da dreiñ warno.

27  C’hwezh an den a zo ul lamp a-berzh an AOTROU, furchal a ra donderioù an ene.

28  Ar vadelezh hag ar wirionez a vir ar roue, e dron a zo harpet war ar vadelezh.

29  Nerzh ar re yaouank a zo o gloar, hag ar blev gwenn a zo enor ar re gozh.

30  Bloñsoù ar goulioù a c’hlana an den drouk, evel an taolioù o tizhout betek donderioù ar c’hof.

 

Pennad 21

1  Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.

2  Holl hentoù an den a zo eeun dirak e zaoulagad, met an AOTROU eo a bouez ar c’halonoù.

3  Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc’h d’an AOTROU eget an aberzhoù.

4  An daoulagad lorc’hus hag ar galon c’hwezhet eo lamp ar re zrouk, ha n’eo nemet pec’hed.

5  Soñjoù ar re a zo oberiant a ro fonnusted, met pep den skañbenn a gouezh er baourentez.

6  Gounit teñzorioù gant un teod touellus a zo ur vogedenn dec’hus a glask ar marv.

7  Laeroñsi ar re zrouk a vo o distruj, rak ne fell ket dezho ober hervez ar varnedigezh.

8  Hent an hini kablus a zo troidellus, met an den didamall a labour gant eeunder.

9  Gwelloc’h eo bezañ o chom e korn un doenn, eget gant ur wreg rioterez en un ti bras.

10  Ene an den fall a c’hoanta an droug, hag e nesañ ne gav ket grad-vat dirak e zaoulagad.

11  Pa gastizer ar goapaer, an hini eeun a zeu da vezañ fur, ha pa gelenner an den fur, e tegemer anaoudegezh.

12  An den reizh a evesha ouzh ti an hini drouk, pa’z eo diskaret ar re zrouk er gwalleur.

13  An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet.

14  An donezon roet e kuzh a sioula ar gounnar, hag an donezon lakaet er bruched a sioula ar fulor brasañ.

15  Ul levenez eo evit un den reizh ober hervez ar varnedigezh, met ur spouron eo evit ar vicherourien a zireizhder.

16  An den a bella diouzh hent ar poell, en devo e chomlec’h e bodadenn ar re varv.

17  An den a gar ar plijadurioù a vo paour, hag an hini a gar ar gwin hag al lard ne vo ket pinvidik.

18  An hini drouk a vo gopr an den reizh, hag an toueller hini ar re eeun.

19  Gwelloc’h eo bezañ o chom en ur gouelec’h, eget gant ur wreg rioterez ha buanek.

20  Teñzorioù prizius hag eoul ez eus e chomlec’h an den fur, met an hini diboell a lonk anezho.

21  An hini a heuilh ar reizhder hag an drugarez a gavo ar vuhez, ar reizhder hag ar c’hloar.

22  An den fur a bign e-barzh kêr an dud kreñv, hag e tiskar an nerzh a oa he fiziañs.

23  An hini a vir e c’henoù hag e deod, a vir e ene diouzh an estrenvan.

24  Un den rok ha lorc’hus a zo galvet ur goapaer a labour gant kounnar ha fouge.

25  C’hoant an didalvez a lazh anezhañ, rak ne fell ket d’e zaouarn labourat,

26  ne ra nemet c’hoantaat a-hed an deiz, met an den reizh a ro ha n’espern netra.

27  Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc’h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!

28  An test gaouiat a yelo da goll, met an den a selaou a c’hello atav komz.

29  An den drouk a ziskouez lorc’h war e zremm, met an den reizh a starta e hent.

30  N’eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.

31  Ar marc’h a zo prest evit deiz an emgann, met dont a ra an dieubidigezh a-berzh an AOTROU.

 

Pennad 22

1  Brud vat a zo gwelloc’h eget pinvidigezh vras, ha grad-vat karantezus eget arc’hant hag aour.

2  Ar pinvidig hag ar paour en em gav, graet int bet o-daou gant an AOTROU.

3  An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.

4  Dre an izelded ha doujañs an AOTROU, e teu pinvidigezh, enor ha buhez.

5  Bez’ ez eus spern ha stignoù war hent an hini gwallsiek, an neb a vir e ene a bellaio diouto.

6  Kelenn ar bugel diwar-benn an hent a dle heuliañ, zoken pa vo kozh ne bellaio ket dioutañ.

7  Ar pinvidig a reno war ar beorien, hag an hini a amprest a vo servijer an hini a brest.

8  An hini a had an direizhder a vedo an avel, ha gwialenn e fulor he devo fin.

9  Al lagad madoberus a vo benniget, dre m’en devo roet eus e vara d’ar paour.

10  Kas kuit ar goapaer hag e yelo da netra ar stourmadeg, an enebiezh hag an tamall a baouezo.

11  Ar roue eo mignon an hini a gar glanded a galon hag en deus gras war e vuzelloù.

12  Daoulagad an AOTROU a ziwall an anaoudegezh, met mezhekaat a ra komzoù an hini disent.

13  An didalvez a lavar: Al leon a zo aze er-maez, lazhet e vin er straedoù.

14  Genoù an divaeziadezed a zo ur poull don, an hini disprizet gant an AOTROU a gouezho ennañ.

15  Ar sotoni a zo stag ouzh kalon ar bugel, met gwialenn ar c’hastiz a bellaio anezhi dioutañ.

16  An hini a ra gaou d’ar paour evit en em binvidikaat, a ro d’ar pinvidig, evit kouezhañ en dienez.

17  Stou da skouarn ha selaou komzoù an hini fur, stag da galon ouzh va anaoudegezh,

18  rak plijus e vo dit ma o miri ennout ha ma chomint war da vuzelloù.

19  O reiñ a ran dit da glevout hiziv, dit da-unan, evit ma vo da fiziañs en AOTROU.

20  Ha ne’m eus ket dija skrivet evidout diwar-benn kuzulioù hag anaoudegezh,

21  evit kelenn dit diarvar ar gerioù a wirionez, hag evit ma responti dre c’herioù a wirionez d’ar re a c’houlenn kuzul diganit?

22  Na ziwisk ket ar paour dre ma’z eo paour, ha na wask ket an ezhommeg ouzh da zor,

23  rak an AOTROU a vreutaio o c’haoz, hag e tiwisko ene ar re o devo o diwisket.

24  Na vez ket keneil an den a gounnar, ha n’a ket gant an den fuloret,

25  gant aon na zeskfes e wenodennoù ha na vefent ur stign da’z ene.

26  Na vez ket eus ar re a donk en dorn, nag eus ar re a greta evit dleoù.

27  Ma ne’c’h eus ket peadra da baeañ, ha fellout a rafe dit e vo kemeret da wele a-zindanout?

28  Na zilec’h ket ar bonn kozh, o deus lakaet da dadoù.

29  Ha gwelet ec’h eus un den ampart en e labour? Bez’ e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.

 

Pennad 23

1  Pa vi azezet da zebriñ gant ur priñs, evesha ouzh ar pezh a vo dirazout,

2  ha laka ur gontell ouzh da c’houzoug, mard out mestroniet gant da naon.

3  Na c’hoanta ket e lipouzerezhioù, rak ur boued touellus eo.

4  Na labour ket evit bezañ pinvidik, na laka ket da boell e kement-se.

5  Perak teurel da zaoulagad war madoù na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neñvoù.

6  Na zebr ket bara an den en deus ul lagad fall, ha na c’hoanta ket e lipouzerezhioù,

7  rak e kuzh e soñj e-barzh e ene. Debr hag ev, a lavaro dit, met e galon n’emañ ket ganit.

8  Disteurel a ri an tamm az po debret, hag e kolli da gomzoù plijus.

9  Na gomz ket ouzh skouarn ur sod, rak disprizañ a raio furnez da gomzoù.

10  Na zilec’h ket ar bonn kozh, ha n’a ket e parkeier an emzivad,

11  rak o dasprener a zo galloudus; eñ a vreutaio o c’haoz a-enep dit.

12  Stag da galon ouzh kelennadurezh, ha da zivskouarn ouzh gerioù anaoudegezh.

13  N’espern ket ar c’hastiz d’ar bugel yaouank, pa ez po skoet warnañ gant ar wialenn, ne varvo ket.

14  En ur skeiñ warnañ gant ar wialenn, e tieubi e ene diouzh lec’h ar marv.

15  Va mab, mard eo fur da galon, va c’halon a laouenaio,

16  ha va lounezhi a drido gant levenez, pa lavaro da vuzelloù traoù reizh.

17  Ra ne vo ket avius da galon ouzh ar bec’herien, met en em ro dalc’hmat da zoujañs an AOTROU.

18  Rak a-dra-sur ec’h echuo mat an traoù ganit, ha da c’hortoz ne vo ket touellet.

19  Te, va mab, selaou ha bez fur, ha ren da galon hervez an hent mat.

20  Na vez ket gant an everien win, na gant ar re a blij dezho ober chervad,

21  rak an ever hag al lonker a zeuio paour, hag ar c’housker a vo gwisket gant truilhoù.

22  Selaou da dad, eñ eo en deus roet dit ar vuhez, ha na zispriz ket da vamm pa vo deuet da vezañ kozh.

23  Pren ar wirionez ha na werzh ket anezhi, pren ar furnez, an deskadurezh hag ar poell.

24  Tad an den reizh a vo laouen-kenañ, hag an hini a vo tad d’ur bugel fur en devo levenez gantañ.

25  Ra laouenaio da dad ha da vamm, ha ra vo leuniet a levenez an hini he deus da c’hanet.

26  Va mab, ro din da galon, ha ra lakaio da zaoulagad evezh ouzh va hentoù.

27  Rak ar ribodez a zo ur poull don, hag an diavaeziadez ur puñs enk.

28  Hi en em zerc’hel e ged evel ul laer, hag e lakaio meur a zen difeal.

29  Da biv ar c’hlemm? Da biv ar gwalleur? Da biv an tabutoù? Da biv an haketerezh? Da biv ar goulioù hep abeg? Da biv ar ruzder en daoulagad?

30  D’ar re a chom e-kichen ar gwin, hag a ya da glask ar gwin mesket.

31  Na sell ket ouzh ar gwin pa vez ruz, pa lugern en hanaf ha pa red aezet.

32  A-benn ar fin e krog evel an naer, hag e flemm evel an naer-wiber.

33  Da zaoulagad a sello ouzh an diavaeziadezed, da galon a lavaro traoù fallakr,

34  hag e vi evel an hini a gousk e-kreiz ar mor, evel an hini a gousk e beg ur wern:

35  Skoet on bet, a lavari, ha ne’m eus ket poan, pilet on bet ha ne’m eus ket klevet. Pa zihunin, ez in adarre da glask.

 

Pennad 24

1  Na vez ket avius ouzh ar re zrouk, ha na c’hoanta ket bezañ ganto,

2  rak o c’halon a soñj en distruj, hag o muzelloù a gomz diwar-benn noazout.

3  Dre ar furnez eo e vo savet an ti, dre ar meiz e vo startaet,

4  dre an anaoudegezh e vo ar c’hambroù leuniet eus an holl vadoù prizius ha plijus.

5  An den fur a zo kreñv, hag an den a gar anaoudegezh a gresk e galloud.

6  Rak gant alioù eo e vez graet ar brezel, hag emañ ar surentez e kalz a guzulierien.

7  Ar furnez a zo savet re uhel evit un diskiant, ne zigoro ket e c’henoù ouzh an dorojoù.

8  An hini a soñj ober an droug, a vo galvet mestr ar fallentez.

9  Ur mennad fall a zo ur follentez, hag ar goapaer a zo un euzhusted evit an dud.

10  Mar kollez kalon en deiz an estrenvan, da nerzh a vo bihan.

11  Dieub a re a zo stlejet d’ar marv, hag a zo war-nes da vezañ lazhet.

12  Mar lavarez: Setu, n’hon eus ket anavezet, ha ne glevo ket an hini a bouez ar c’halonoù? Ha ne ouezo ket an hini a ziwall da ene? Ha ne roio ket en-dro da bep hini hervez e oberennoù?

13  Va mab, debr mel rak mat eo, hag an derenn a zo dous da’z staon,

14  evel ma vo anaoudegezh ar furnez da’z ene. Pa ez po he c’havet, ec’h echuo mat an traoù ganit, ha da c’hortoz ne vo ket touellet.

15  Den drouk, na stegn ket gripedoù a-enep chomlec’h an den reizh, ha na ziskar ket e di,

16  rak an den reizh a gouezho seizh gwech hag a vo adsavet, met ar re zrouk a vo taolet er gwalleur.

17  Pa vo kouezhet da enebour, ne laouenaio ket, ha pa vo diskaret, ne drido ket da galon,

18  gant aon na welfe kement-se an AOTROU, na zisplijfe dezhañ, ha na zistrofe diwarnañ e gounnar.

19  Na fulor ket abalamour d’ar re a ra fallagriezhoù, ha na vez ket avius ouzh ar re zrouk,

20  rak n’echuo ket mat an traoù gant ar re a ra fallagriezhoù, ha lamp ar re zrouk a vo mouget.

21  Va mab, douj an AOTROU hag ar roue, ha na vez ket keneil an dud kemm-digemm,

22  rak o diskar a c’hoarvezo trumm, ha piv a anavez ar gwalleur en em gavo d’an eil ha d’egile?

23  Setu ivez ar pezh a zeu eus ar re fur: n’eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud er varnedigezh.

24  An hini a lavar d’an den drouk: Te a zo reizh, ar pobloù a villigo anezhañ hag ar broadoù en kasaio.

25  Met ar re a c’hourdrouz anezhañ en em gavo mat, hag e teuio warno ur vennozh vras.

26  An hini a respont gant eeunder da unan bennak, a ro dezhañ ur pok war e vuzelloù.

27  Kempenn da labour er-maez ha laka urzh ez park, ha goude e savi da di.

28  Na vez ket test a-enep da nesañ hep abeg, ha fellout a rafe dit touellañ gant da vuzelloù?

29  Na lavar ket: Ober a rin dezhañ evel m’en deus graet din, reiñ a rin d’an den-se hervez e oberoù.

30  Tremenet em eus e-kichen park an didalvez, ha tost da winieg an den diskiant,

31  ha setu, ar spern a greske e pep lec’h, al linad a c’holoe o gorre, hag o moger-vein a oa kouezhet.

32  Pa welis kement-se, e soñjis ennañ, e sellis outañ, hag e tennis kelennadurezh:

33  un tamm kousket, un tamm mored, un tamm kroaziañ an daouarn da ziskuizhañ,

34  hag e teuio da baourentez evel ur reder, ha da zienez evel un den armet.

 

Pennad 25

1  Setu c’hoazh krennlavarioù Salomon, skrivet gant tud Ezekiaz roue Juda.

2  Gloar Doue eo kuzhat an traoù, met gloar ar rouaned eo furchal an traoù.

3  Ne c’heller ket furchal an neñvoù en abeg d’o uhelder, nag an douar en abeg d’e zonder, na kalon ar rouaned.

4  Lam ar c’henn diouzh an arc’hant, hag e teuio anezhañ ul lestr kaer evit an teuzer,

5  lam an den fall a-zirak ar roue, hag e vo e dron startaet dre ar reizhder.

6  Arabat fougeal dirak ar roue, ha n’en em zalc’h ket e renk ar re vras,

7  rak gwelloc’h eo e vefe lavaret dit: Pign amañ, eget bezañ izelaet dirak ar priñs en deus da zaoulagad gwelet.

8  Na hast ket mont evit breutaat, gant aon na oufes ket a-benn-ar-fin petra d’ober, goude m’en devo da lakaet mezhek da nesañ.

9  Breuta da gaoz a-enep da nesañ, met na zisklêr ket ar sekred da unan all,

10  gant aon na vefes dismegañset gant an hini a glevfe, ha na chomes hep bezañ disammet diouzh da vezh.

11  Ur gomz lavaret en amzer dereat a zo evel avaloù aour e paneroù arc’hant.

12  Pa reprener an den fur en deus ur skouarn sentus, ez eo evel ur walenn aour pe ur brageriz aour fin.

13  Ar c’hannad feal a zo d’ar re a gas anezhañ evel freskted an erc’h en amzer an eost, hag e ra vat da ene e vestr.

14  Un den o fougeal e gaou eus e vadelezh, a zo evel ar c’houmoul hag an avel hep glav.

15  Dre ar basianted eo gounezet ur priñs, hag un teod flour a vruzun eskern.

16  Pa ez po kavet mel, debr dioutañ met nann muioc’h eget n’eo ret, gant aon, o kemer re, na zistaolfes anezhañ.

17  Laka nebeutañ ma c’helli da droad e ti da nesañ, gant aon na vefe aet skuizh ganit ha n’en defe kasoni ouzhit.

18  An den a zoug ur falstesteni a-enep e nesañ, a zo evel ur morzhol, ur c’hleze hag ur bir lemm.

19  Ar fiziañs en un den disleal en devezh an anken, a zo evel un dant torret hag un troad a riskl.

20  An hini a gan sonioù da ur galon c’hlac’haret, a zo evel an den a lam e vantell pa vez yen an amzer hag evel gwinegr war holen-moger.

21  Mar en deus naon da enebour, ro dezhañ bara da zebriñ, ha mar en deus sec’hed, ro dezhañ dour da evañ,

22  rak glaou tan eo e tastumi war e benn, hag an AOTROU a rento dit.

23  Avel an hanternoz a zegas ar glav, hag an teod a zrouksoñj e kuzh a zegas an dremm buanek.

24  Gwelloc’h eo bezañ o chom e korn un doenn, eget gant ur wreg rioterez en un ti bras.

25  Ur c’heloù mat degaset eus ur vro bell, a zo evel dour fresk da un den sec’hedet ha skuizh.

26  An den reizh o brallañ dirak an hini drouk, a zo evel ur feunteun batouilhet hag ur vammenn gollet.

27  N’eo ket mat debriñ re a vel, ha furchal an traoù don a zo ur samm.

28  An den n’eo ket mestr dezhañ e-unan, a zo evel ur gêr freuzet ha divoger.

 

Pennad 26

1  Evel an erc’h e-pad an hañv hag evel ar glav e-pad an eost, evel-se ar c’hloar ne zere ket d’an amoed.

2  Evel ma tec’h ul labous hag evel ma nij ar wennili, evel-se ar vallozh dizellid ne zeuio ket.

3  Ar skourjez a zo evit ar marc’h, ar weskenn evit an azen, ar vazh evit kein an amoeded.

4  Na respont ket d’ar sod hervez e sotoni, gant aon na zeufes heñvel outañ.

5  Na respont ket d’ar sod hervez e sotoni, gant aon na soñjfe e vefe fur.

6  An hini a gas kemennadoù dre un den diboell a droc’h e dreid hag a ev nec’hamant.

7  Evel ma’z eo hep nerzh divhar an den mac’hagn, evel-se emañ ur c’hrennlavar e genoù an den diboell.

8  Ober enor d’un den diboell, a zo evel lakaat ur maen prizius en ur bern kailh.

9  Evel ur spernenn e dorn ar mezvier, evel-se emañ ur c’hrennlavar e genoù an den diboell.

10  An hini a gemer en e servij ar sodien hag ar re gentañ deuet, a zo evel ur gwareger a c’hloaz an holl.

11  Evel ma tistro ar c’hi d’ar pezh en deus distaolet, evel-se e tistro ar sod d’e sotoni.

12  Daoust hag ec’h eus gwelet un den a gred bezañ fur? Muioc’h a zo da c’hortoz diouzh un amoed eget dioutañ.

13  An didalvez a lavar: Al leon bras a zo en hent, al leon a zo er straedoù!

14  Evel ma tro an nor war he mudurunoù, an didalvez a dro war e wele.

15  An didalvez a laka e zorn er plad, ha poan en deus o tegas anezhañ d’e c’henoù.

16  An didalvez en em gav furoc’h eget seizh den a oar respont gant skiant-vat.

17  A hini a c’hell fuloriñ diwar-benn un tabut na sell ket outañ, a zo evel an hini a grog en ur c’hi dre e zivskouarn,

18  evel-se eo an hanter gounnaret a daol glaou, biroù hag ar marv,

19  evel-se eo an den a douell e nesañ hag a lavar: Ha ne oa ket evit c’hoari?

20  Pa n’eus ket a goad e varv an tan, evel-se pa n’eus ket a deodeger e paouez an tabut.

21  Ar glaou a zo evit ober regez hag ar c’hoad evit ober tan, evel-se ar rioter a zo evit atizañ an tabutoù.

22  Komzoù an teodeger a zo evel lipouzerezh, mont a reont betek donañ ar c’hof.

23  Ar muzelloù o teviñ hag ar galon fall a zo evel eon arc’hant da livañ ur pod pri.

24  An hini en deus kasoni a guzh en ur gomz, met en e ziabarzh e tastum touellerezh,

25  pa gomzo dereat, na gred ket anezhañ, rak seizh euzhusted a zo en e galon.

26  An hini a guzh e gasoni gant an touell, a vo dizoloet dirak ar vodadeg.

27  An hini a doull ur poull a gouezho ennañ, hag an hini a ruilh ur maen a welo anezhañ o tistreiñ warnañ.

28  An teod gaouiat a gasa an hini en deus diskaret, hag ar genoù lubanus a laka da gouezhañ.

 

Pennad 27

1  N’en em veul ket evit deiz warc’hoazh, rak n’ouzout ket petra a c’hell un devezh genel.

2  Ra veulo unan all ac’hanout ha nann da c’henoù, ra vo un diavaeziad ha nann da vuzelloù.

3  Ar maen a zo pounner hag an traezh pouezus, met fulor an diskiant a zo pounneroc’h eget o daou.

4  Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c’hello derc’hel dirak ar warizi?

5  Ur rebech digor a zo gwelloc’h eget ur garantez kuzhet.

6  Leal eo ar goulioù graet gant ur mignon, met pokoù an enebour a zo touellus.

7  An hini en deus e walc’h a vac’h an terennoù mel, met an hini en deus naon a gav dous ar pezh a zo c’hwerv.

8  Evel ul labous o kantren pell diouzh e neizh, evel-se eo an den a bella diouzh e chomlec’h.

9  An eoul hag ar c’hwezh-vat a laouena ar galon, evel-se eo douster ur mignon o reiñ kuzul digant e galon.

10  Na zilez ket da vignon na mignon da dad, ha n’a ket e ti da vreur e deiz da estrenvan, rak un amezeg tost a dalvez muioc’h eget ur breur pell.

11  Va mab, bez fur ha laouena va c’halon, hag e c’hellin respont d’an hini a rebecho din.

12  An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met an hini eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.

13  P’en devo unan bennak kretaet un diavaeziad, kemer e zilhad, ha goulenn digantañ ur gouestl evit un diavaeziadez.

14  An hini a vennig e vignon a vouezh uhel mintin mat, a vo evel pa villigfe anezhañ.

15  Evel dour o teverañ dibaouez un devezh a c’hlav, evel-se eo ur wreg rioterez.

16  An hini a fell dezhañ herzel outi, a harz ouzh an avel hag a zalc’h eoul gant e zorn dehou.

17  Evel ma vez lemmet an houarn gant an houarn, evel-se eo lemmet un den gant un den all.

18  An hini a ziwall ar wezenn-fiez a zebro he frouezh, evel-se an hini a ziwall e vestr a vo enoret.

19  Evel ma respont en dour an dremm d’an dremm, evel-se kalon an den a respont d’ar galon eus un den all.

20  Lec’h ar marv hag an distruj n’o deus biken o gwalc’h, evel-se daoulagad an den a zo diwalc’hus.

21  An arc’hant a zo amprouet gant ar gleuzeur, an aour gant ar forn, hag an den a zo barnet hervez e vrud.

22  Pa bilfes un diskiant en ur mortez e-mesk ar greun gant ur pilouer, e sotoni n’en em zistagfe ket diwarnañ.

23  En em stag da anavezout doareoù da zeñved, ha laka evezh ouzh da dropelloù,

24  rak ar pinvidigezhioù ne badont ket da viken, hag ar gurunenn ne chom ket a oad da oad.

25  Pa vez dastumet ar foenn ha gwelet ar geot, e tastumer louzeier ar menezioù.

26  An oaned a vo evit da wiskañ, hag ar bouc’hed evit paeañ ar park.

27  Gant laezh ar givri az po da walc’h a voued, boued da diegezh ha bevañs da vitizhien.

 

Pennad 28

1  An hini drouk a dec’h hep ma’z eer den war e lerc’h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.

2  En abeg da zisentidigezh ar vro ez eus meur a vestr, met ar gouarnamant a zo startaet gant un den fur ha skiantek.

3  Un den paour o heskinañ ar re vihan, a zo evel ur glav a zistruj hag a laka ar bara da vankout.

4  An dud a zilez al lezenn a veul ar re zrouk, met an dud a vir al lezenn a stourm outo.

5  Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.

6  Gwelloc’h eo ar paour a gerzh en eeunder, eget an hini gwallsiek e hentoù hag a zo pinvidik.

7  An hini a vir al lezenn a zo ur mab fur, met an hini en em blij gant an dud diroll a ra mezh d’e dad.

8  An hini a gresk e vadoù dre gampi ha dre uzurerezh, a zastum evit an hini en devo truez ouzh ar beorien.

9  Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.

10  An hini a laka an dud reizh d’en em goll war un hent fall a gouezho er poull, met an dud onest o devo an eurvad da hêrezh.

11  Ar pinvidig a soñj bezañ fur, met ar paour skiantek a furcho anezhañ.

12  Pa laouena an dud reizh, ar c’hloar a zo bras, met pa sav ar re zrouk, pep hini en em guzh.

13  An hini a guzh e bec’hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.

14  Eürus eo an den a zo dalc’hmat en doujañs, met an hini a galeta e galon a gouezho er sotoni.

15  Un den drouk o ren war ur bobl paour, a zo evel ul leon youc’hus hag un arzh naonek.

16  Ur priñs dibourvez a skiant a zo un heskiner, met an hini a gasa ar gounid dizonest a hiraio e zeizioù.

17  An den a zo karget gant gwad unan all a dec’ho betek ar poull, ra ne zalc’ho den anezhañ!

18  An hini a gerzh en eeunder a vo salvet, met an hini a zistro dioutañ evit heuliañ daou hent a gouezho en unan anezho.

19  An hini a labour e zouar en devo e walc’h a vara, met an hini a heuilh ar re zidalvez en devo e walc’h a baourentez.

20  An den leal en devo bennozhioù e-leizh, met an hini a hast pinvidikaat ne chomo ket digastiz.

21  N’eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud, rak evit un tamm bara un den a rafe an droug.

22  An den avius a lagad a hast pinvidikaat, ha ne oar ket en em gavo an dienez gantañ.

23  An hini a c’hourdrouz unan bennak a gavo gras a-benn ar fin, muioc’h eget an hini a luban gant e deod.

24  An hini a laer e dad pe e vamm hag a lavar n’eo ket ur pec’hed, a zo keneil an distrujer.

25  An hini en deus ar galon c’hwezet a atiz ar stourmadegoù, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU en devo e walc’h.

26  An hini a laka e fiziañs en e galon e-unan a zo diboell, met an hini a gerzh er furnez a vo dieubet.

27  An hini a ro d’ar paour n’en devo ket a zienez, met an hini a guzh e zaoulagad a fonnusaio e mallozhioù.

28  Pa sav ar re zrouk, pep hini en em guzh, met pa varvont, an dud reizh a gresk.

 

Pennad 29

1  An den hag a reud e c’houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac’haet.

2  Pa gresk an dud reizh, ar bobl a laouena, met pa ren an hini drouk, ar bobl a huanad.

3  An den a gar ar furnez a laouena e dad, met an hini en em blij gant ar riboded a goll e binvidigezhioù.

4  Ar roue a starta ar vro dre ar reizhder, met an hini a gar an donezonoù he distruj.

5  An den a luban e nesañ a stegn ur roued dindan e gammedoù.

6  Bez’ ez eus ur stign e pec’hed an den drouk, met an den reizh a gan hag a laouena.

7  An den reizh a anavez kaoz ar beorien, met an hini drouk ne ra van ebet.

8  Ar c’hoapaerien a c’hwez an tan e kêr, met ar re fur a sioula ar gounnar.

9  Pa stourm un den fur gant un diskiant, pe e krozo pe e c’hoarzho, n’en devo ket a ziskuizh.

10  An dud a wad a gasa an den eeun, met an den reizh a ziwall e ene.

11  An amoed a ro da anavezout kement en deus en e soñjoù, met ar fur en moug hag en dalc’h.

12  Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.

13  Ar paour hag an heskiner en em gav a-gevret, an AOTROU eo a sklaera daoulagad an eil hag egile.

14  Tron ar roue a varn ar beorien hervez ar wirionez, a vo startaet da viken.

15  Ar wialenn hag ar rebechoù a ro ar furnez, met ar bugel lezet en e-unan a ra mezh d’e vamm.

16  Pa vez ar re zrouk an niverusañ, ar pec’hed a gresk, met an dud reizh a welo o distruj.

17  Kastiz da vab hag e roio diskuizh dit, hag e raio levenez da’z ene.

18  Pa n’eus ket a weledigezh, ar bobl a zo direol, met eürus eo an hini a vir al lezenn!

19  N’eo ket dre gomzoù e vez kastizet ur servijer, klevout mat a ra met ne respont ket.

20  Ha gwelet ec’h eus un den disoñj en e gomzoù? Muioc’h a zo da c’hortoz digant ur sod eget digantañ.

21  Ar servijer a vo ur mab a-benn ar fin d’an hini a vev anezhañ gant preder adalek e yaouankiz.

22  An den a gounnar a atiz ar stourmadegoù, hag an den imoret a ra kalz a walloù.

23  Lorc’h an den a izela anezhañ, met an hini a zo izel a spered en devo gloar.

24  An hini a rann gant ul laer a gasa e ene, klevout a ra al le a vallozh ha ne zisklêr netra.

25  Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.

26  Kalz a glask grad-vat an hini a ren, met barnedigezh an den a zeu eus an AOTROU.

27  An den direizh a zo un euzhusted evit ar re reizh, hag an den eeun a zo un euzhusted evit ar re zrouk.

 

Pennad 30

1  Komzoù Agur mab Jake, diouganoù a zisklêrias an den-se evit Itiel, evit Itiel hag Ukal.

2  A-dra-sur me eo an diwezhañ eus an dud, n’on ket evit kompren evel ar re all,

3  ne’m eus ket desket ar furnez, ha n’anavezan ket anaoudegezh ar sent.

4  Piv a zo pignet d’an neñvoù ha piv a zo diskennet ac’hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc’het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c’hellez henn lavarout?

5  Pep ger Doue a zo glan. Ur skoed eo d’ar re a laka o fiziañs ennañ.

6  Na laka netra ouzhpenn er gerioù-mañ, gant aon na reprenfe ac’hanout ha na vefes kavet gaouiat.

7  Goulennet em eus daou dra diganit, n’o dinac’h ket ouzhin a-raok ma varvin.

8  Pella diouzhin al lorc’h hag ar gomz gaouiat. Na ro din na paourentez na pinvidigezh, met ro din ar bara am eus ezhomm,

9  gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.

10  Na damall ket ar servijer dirak e vestr, gant aon na villigfe ac’hanout ha na errufe droug ganit.

11  Bez’ ez eus ur rumm a dud hag a villig e dad ha na vennig ket e vamm,

12  bez’ ez eus ur rumm a dud hag en em gred bezañ glan ha koulskoude n’eo ket gwalc’het eus e loustoni,

13  bez’ ez eus ur rumm a dud hag a zo lorc’hus e zaoulagad ha savet e valvennoù,

14  bez’ ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c’hlac’haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.

15  Ar waderez he deus div verc’h, a lavar: Degas, degas! Bez’ ez eus tri zra n’o deus ket o gwalc’h, pevar zoken na lavaront ket: A-walc’h!

16  Lec’h ar marv, ar wreg gaonac’h, an douar pa n’en deus ket e walc’h a zour, an tan, ne lavaront ket: A-walc’h!

17  Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.

18  Bez’ ez eus tri zra re souezhus evidon, pevar n’anavezan ket:

19  hent an erer en aer, hent an naer war ur roc’h, hent al lestr e-kreiz ar mor, hent ar gwaz gant ar plac’h.

20  Evel-se emañ hent an avoultrerez: debriñ a ra hag e torch he genoù, ha goude-se e lavar: Ne’m eus ket graet a zroug.

21  An douar a gren en abeg da dri zra, hag en abeg da bevar na c’hell ket dougen:

22  en abeg d’ur servijer a zeu da ren, en abeg d’un diskiant leuniet a voued,

23  en abeg d’ur wreg kasaet a zimez, en abeg d’ur vatezh a zo hêr d’he mestrez.

24  Bez’ ez eus pevar dra vihan war an douar, hag a zo fur-kenañ:

25  ar merien, pobl hep nerzh a gempenn e-pad an hañv o boued,

26  ar c’honikled, pobl dinerzh a laka he zi er reier,

27  ar c’hilheien-raden, n’o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù,

28  ar glazard, a vez tapet gant daou zorn hag a ya e palezioù ar roue.

29  Bez’ ez eus tri zra o deus ur c’herzhed brav, pevar hag a zo kaer o bale:

30  al leon, nerzhus e-touez al loened ha na gil dirak netra,

31  al loen gourizet e zivgroazell, ar bouc’h, ar roue na c’hell den herzel outañ.

32  Mar ec’h eus graet follentez oc’h en em sevel da-unan, ha mar ec’h eus soñjet en droug, laka da zorn war da c’henoù.

33  Gwaskañ al laezh a ro amann, gwaskañ ar fri a ro gwad, ha gwaskañ ar gounnar a ro stourmadegoù.

 

Pennad 31

1  Komzoù ar roue Lemuel, diouganoù a gelennas e vamm dezhañ.

2  Petra, va mab? Petra, mab donañ va c’hof? Petra, mab va gouestloù?

3  Na ro ket da nerzh d’ar merc’hed, na da hentoù d’ar re a goll ar rouaned.

4  N’eo ket d’ar rouaned, Lemuel, n’eo ket d’ar rouaned evañ gwin, na d’ar briñsed an evaj kreñv,

5  gant aon na evfent, n’ankounac’hafent al lezenn ha na zireizhfent droed ar re c’hlac’haret.

6  Roit an evaj kreñv d’an hini a ya da goll, hag ar gwin d’an hini ez eo c’hwerv e ene,

7  ra evo hag ec’h ankounac’haio e baourentez, ha n’en devo ken soñj eus e drubuilh.

8  Digor da c’henoù evit ar mud, hag evit droed an holl vibien dilezet.

9  Digor da c’henoù, barn gant reizhder, breuta kaoz ar beorien hag an ezhommeien.

10  Piv a gavo ur wreg vertuzius? He friz a zo pell dreist hini ar perlez.

11  Kalon he fried a laka he fiziañs enni, ha ne vanko ket dezhañ a breizh.

12  Ober a raio vad dezhañ ha nann droug, holl zeizioù he buhez.

13  Klask a ra gloan ha lin, hag e labour a-youl-gaer gant he daouarn,

14  emañ evel listri ur marc’hadour, a-bell e tegas he bara.

15  Sevel a ra pa vez c’hoazh noz, hag e ro ar boued d’he ziegezh hag al labour d’he mitizhien.

16  Soñjal a ra en ur park hag e pren anezhañ, diwar frouezh he daouarn e plant ur winienn.

17  Gourizañ a ra a-nerzh he divgroazell, hag e starta he divrec’h,

18  gwelout a ra ez eo mat hec’h aferioù, he lamp ne voug ket e-pad an noz.

19  Lakaat a ra he daouarn d’ar gegel, hag he bizied a zalc’h ar werzhid.

20  Astenn a ra he dorn d’ar paour, ha dougen a ra he daouarn d’an ezhommeg.

21  N’he deus ket aon rak an ec’h evit he ziegezh, rak he holl diegezh a zo gwisket gant ruz-moug.

22  Ober a ra pallennoù, he dilhad a zo graet gant lin fin ha tane.

23  He fried a zo anavezet ouzh dorioù kêr, pa’z eo azezet gant henaourien ar vro.

24  Ober a ra lien da werzhañ, ha gourizoù evit ar varc’hadourien.

25  Nerzh ha splannder a stumm he dilhad, hag e c’hoarzh d’an deiz a zeu.

26  Digeriñ a ra he genoù gant furnez, hag ul lezenn a vadelezh a zo war he zeod.

27  Eveshaat a ra ouzh doare he ziegezh, ha ne zebr ket bara an didalvoudegezh.

28  He mibien a sav hag he galv eürus, he fried a veul anezhi.

29  Kalz merc’hed o deus labouret nerzhus, met te a zo a-us dezho holl.

30  Gaou eo ar goantiz, moged eo ar c’haerder, ar wreg a zouj an AOTROU eo an hini a vo meulet.

31  Roit dezhi eus frouezh he daouarn, ha ra veulo anezhi hec’h oberoù ouzh dorojoù kêr.

 

Publicités