22 Kanenn ar c’hanennoù

KANENN AR C’HANENNOÙ

 

Pennad 1

1  Kanenn ar c’hanennoù, gant Salomon.

(Ar Sulamitez)

2  Ra boko din gant pokoù e c’henoù! Rak da garantez a zo gwelloc’h eget ar gwin.

3  Da frondoù o deus ur c’hwezh flour, da anv a zo evel ur frond skuilhet, setu perak o deus da garet ar merc’hed yaouank.

4  Va sach war da lerc’h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac’hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc’h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.

5  O merc’hed Jeruzalem, du on, met kaer evel teltennoù Kedar, evel tinelloù Salomon.

6  Na roit ket fed mard on du, rak an heol en deus va skaotet. Mibien va mamm a zo en em fuloret em enep, va lakaet o deus da ziwall ar gwini. Met va gwinienn va-unan, ne’m eus ket he diwallet.

7  Lavar din, te hag a zo karet gant va ene, pelec’h e vesaez da dropell ha pelec’h e lakaez anezhañ da ziskuizhañ da greisteiz. Rak, perak e vefen evel ur wreg diank e-kichen tropelloù da gompagnuned?

(Salomon)

8  Ma n’ouzout ket-se, o te ar gaerañ e-touez ar merc’hed, kae war roudoù an tropell, ha laka da c’havrigoù da beuriñ e-kichen teltennoù ar vesaerien.

9  Va c’haredig, da lakaat a ran heñvel ouzh va c’hazeg staget ouzh kirri Faraon.

10  Koant eo da zivjod gant o bragerizoù, ha da c’houzoug gant e gelc’hennoù.

11  Ober a raimp dit bragerizoù aour gant gwrioù arc’hant.

(Ar Sulamitez)

12  E-pad ma’z eo ar roue azezet ouzh taol, va nard a laosk e c’hwezh-vat.

13  Va muiañ-karet a zo din evel ur vodenn mir a ziskuizh etre va divronn.

14  Va muiañ-karet a zo din ur blokad lugustr e gwini En-Gedi.

(Salomon)

15  Pegen kaer out, va c’haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed.

(Ar Sulamitez)

16  Pegen kaer out, va muiañ-karet, pegen dudius out! Hor gwele eo glasvez.

17  Treustoù hon ti a zo sedrez, hol lambruskoù a zo siprez.

 

Pennad 2

1  Me eo rozenn Saron, lilienn an traoniennoù.

(Salomon)

2  Evel al lilienn e-touez ar spern, evel-se eo va c’haredig e-touez ar merc’hed yaouank.

(Ar Sulamitez)

3  Evel ar wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg, evel-se eo va muiañ-karet e-touez an dud yaouank. C’hoantaet em eus he skeud hag on azezet ennañ; he frouezh a oa dous da’m staon.

4  Degaset en deus ac’hanon er sal-banvez. Ar banniel a sav warnon eo ar garantez.

5  Kreñva ac’hanon gant rezin, nerzh ac’hanon gant avaloù, rak klañv on a garantez.

6  Ra vo e zorn kleiz dindan va fenn, ha ra boko e du dehou din!

7  Me ho ped, merc’hed Jeruzalem, dre c’hazeled ha dre heizezed ar parkeier, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi.

8  Mouezh va muiañ-karet eo! Setu e teu o lammat war ar menezioù, o sailhañ war ar c’hrec’hiennoù.

9  Va muiañ-karet a zo evel ar c’hazelenn pe evel hini bihan an heizez. Setu, en em zalc’h a-drek hor mogerioù, emañ o sellout dre ar prenestroù, oc’h evezhiañ dre ar gael.

10  Va muiañ-karet a gomz hag a lavar din: Sav, va c’haredig, va c’hoant, ha deus!

11  Rak setu, ar goañv a zo tremenet, ar glav a zo paouezet, aet eo kuit.

12  Ar bleuñv en em ziskouez war an douar, amzer ar c’hanaouennoù a zo deuet ha mouezh an durzhunell a vez klevet war hor maez.

13  Ar wezenn-fiez a vount he fiez, ar gwini, e-kreiz o bleuñv, a laosk o c’hwezh-vat. Sav, va c’haredig, va c’hoant, ha deus!

14  Va c’houlm, en em zerc’hel a rez e faoutoù ar roc’h hag e kuzhez er brioù serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav.

15  Kemerit deomp al lern, al lern bihan a wast ar gwini, rak emañ hor gwini en o bleuñv.

16  Va muiañ-karet a zo din ha me a zo dezhañ. Peuriñ a ra e dropell e-touez al lili.

17  A-raok ma c’hwezh avel an deiz ha ma tec’h kuit ar skeudennoù, deus en-dro, va muiañ-karet, bez evel ar c’hazelenn pe evel hini bihan an heizez war ar menezioù Beter (= rann).

 

Pennad 3

1  Em gwele e-pad an noz, em eus klasket an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne’m eus ket e gavet.

2  Sevel a rin bremañ hag e rin tro kêr dre ar straedoù ha dre ar plasennoù. Klask a rin an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne’m eus ket e gavet.

3  Ar warded a gavas ac’hanon e-pad ma oant war hent-ged kêr: Ha n’hoc’h eus ket gwelet an hini a gar va ene?

4  A-boan em boa o zremenet, ma kavis an hini a gar va ene. E gemeret em eus, ha ne laoskin ket anezhañ ken na’m bo e zegaset da di va mamm ha da gambr an hini he deus va c’hoñsevet.

5  Me ho ped, merc’hed Jeruzalem, dre c’hazeled ha dre heizezed ar parkeier, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi.

6  Piv eo an hini a bign eus ar gouelec’h evel kolonennoù moged, frondet gant mir hag ezañs, gant pep seurt louzoù-frondus ar varc’hadourien.

7  Setu amañ gwele Salomon. En-dro dezhañ ez eus tri-ugent den kadarn, eus ar re gadarnañ a zo en Israel,

8  holl o c’hoari ar c’hleze ha gourdon ouzh ar brezel. Pep hini a zoug e gleze war e lez, en aon rak galvoù-diwall an noz.

9  Ar roue Salomon en deus graet ul leter evitañ gant koad al Liban.

10  Graet en deus e beulioù en arc’hant, e gein en aour, e sez e limestra. E ziabarzh a oa un oberenn a garantez a-berzh merc’hed Jeruzalem.

11  Deuit er-maez, merc’hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziñ, da zeiz levenez e galon.

 

Pennad 4

(Salomon)

1  Pegen kaer out, va c’haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed a-drek da ouel. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioù Galaad.

2  Da zent a zo evel un tropell deñved touzet o pignat en-dro eus an dourlec’h, pep unan gant he gevelled, hini ebet n’eo gaonac’h.

3  Da vuzelloù a zo evel un neudenn ruz-mouk, ha da c’henoù a zo boemus. Da jod a zo evel un hanter greunaval a-drek da ouel.

4  Da c’houzoug a zo evel tour David, savet da servijañ da harnezerezh; mil skoed a zo skourret outañ, holl dirennoù ar re gadarn.

5  Da zivronn a zo evel div heizezig, evel gevelled ur c’hazelenn o peuriñ e-touez al lili.

6  A-raok ma c’hwezh avel an deiz ha ma tec’h kuit ar skeudennoù, ez in da venez ar mir ha da grec’hienn an ezañs.

7  Hollgaer ez out va c’haredig, ha dinamm.

8  Deus ganin eus al Liban, va fried, deus ganin eus al Liban! Sell diwar krec’h Amana, diwar krec’h Senir hag an Hermon, eus kevioù al leoned, eus menezioù al louparded.

9  Boemet ec’h eus va c’halon, va c’hoar, va fried, boemet ec’h eus va c’halon gant unan eus da selloù, gant unan eus bragerizoù da c’houzoug.

10  Pebezh boem en da garantez, va c’hoar, va fried! Pegement eo gwelloc’h da garantez eget ar gwin, ha da c’hwezhioù-mat eget louzoù frondus ebet.

11  Da vuzelloù, va fried, a zever sun-gad. Dindan da deod emañ mel ha laezh, ha c’hwezh da zilhad a zo evel c’hwezh al Liban.

12  Ul liorzh kloz eo va c’hoar, va fried, ur vammenn serret, ur feunteun siellet.

13  Da ganolioù a zo ul liorzh leun a c’hreunavalenned gant frouezh e-touez ar re wellañ, lugustr gant nard,

14  nard ha safran, korz-frond ha sinamona gant pep seurt gwez a ro an ezañs, mir hag aloez gant louzoù-frondus e-touez ar re wellañ,

15  ur feunteun a liorzhoù, ur puñs a zour bev, gwazhioù-dour eus al Liban.

(Ar Sulamitez)

16  Sav, avel-sterenn, ha deus, avel-greisteiz! C’hwezhit war va liorzh evit ma vo laosket e c’hwezh-vat! Ra zeuio va muiañ-karet en e liorzh, ha ra zebro e frouezh e-touez ar re wellañ.

 

Pennad 5

(Salomon)

1  Deuet on em liorzh, va c’hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!

(Ar Sulamitez)

2  Kousket e oan, met va c’halon a veilhe. Setu mouezh va muiañ-karet, skeiñ a rae: Digor din va c’hoar, va c’haredig, va c’houlm, va hini beurvat! Rak va fenn a zo gleb gant ar glizh ha va rodelloù gant takadennoù an noz.

3  Diwisket em eus va sae, penaos e wiskin anezhi en-dro? Gwalc’het em eus va zreid, penaos e louzin anezho en-dro?

4  Va muiañ-karet en deus tremenet e zorn dre an toull, ha va c’hreizon en deus strafuilhet evitañ.

5  Savet on da zigeriñ da’m muiañ-karet, ar mir a zo deveret diouzh va daouarn, ar mir tanavaet diouzh va bizied war dornell ar morailh.

6  Digeriñ a ris da’m muiañ-karet, met va muiañ-karet a oa aet kuit, tremenet e oa. Va ene a glañvaas o vezañ ma em boa e glevet o komz. E glasket em eus met ne’m eus ket e gavet. E c’halvet em eus, met ne respontas ket.

7  Ar warded a gavas ac’hanon e-pad ma oant war hent-ged kêr. Skeiñ a rejont ac’hanon ha va gloazet o deus. Gwarded ar mogerioù a lamas va gouel diganin.

8  Me ho ped, merc’hed Jeruzalem, mar kavit va muiañ-karet, petra a lavarot dezhañ? Penaos ez on klañv a garantez.

(Merc’hed Jeruzalem)

9  Perak eo da vuiañ-karet dreist ar re all, o ar gaerañ a-douez ar merc’hed? Perak eo da vuiañ-karet dreist ar re all, ma hor pedez start evel-se?

(Ar Sulamitez)

10  Va muiañ-karet a zo gwenn ha ruz-flamm. An hini kentañ eo e-touez dek mil.

11  E benn a zo aour glan. E rodelloù a zo gwagennek, du evel ar vran.

12  E zaoulagad a zo evel koulmed war vord ar gwazhioù, gwalc’het el laezh, diazezet war ar fonnusted.

13  E zivjod a zo evel ur penn-douar goloet a louzoù frondus. E vuzelloù a zo lili, deverañ a ra diouto ar mir.

14  E zaouarn a zo gwalennoù aour, gwarniset a grizolit. E gorf a zo olifant flour, goloet a safir.

15  E zivhar a zo peulioù alabastr, lakaet war diazezoù aour glan. E stumm a zo evel al Liban, kaer evel ar sedrez.

16  E staon a zo leun a zouster, ha kement a zo ennañ a zo karantezus. Evel-se eo va muiañ-karet, evel-se eo va mignon, merc’hed Jeruzalem!

 

Pennad 6

(Merc’hed Jeruzalem)

1  Da belec’h eo aet da vuiañ-karet, o te ar gaerañ e-touez ar merc’hed? War-zu pelec’h eo en em dennet da vuiañ-karet? Ni e glasko ganit.

(Ar Sulamitez)

2  Va muiañ-karet a zo diskennet en e liorzh, er penn-douar goloet a louzoù frondus, evit peuriñ e dropell el liorzhoù hag evit dastum lili.

3  Me a zo da’m muiañ-karet, ha va muiañ-karet a zo din. Lakaat a ra e dropell da beuriñ e-touez al lili.

(Salomon)

4  Va c’haredig a zo kaer evel Tirza, dudius evel Jeruzalem, spontus evel an armeoù a gerzh a vanniel displeget.

5  Distro diouzhin da zaoulagad, rak va zrelatañ a reont. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioù Galaad.

6  Da zent a zo evel un tropell deñved o pignat en-dro eus an dourlec’h, pep unan gant he gevelled, hag hini ebet n’eo gaonac’h.

7  Da jod a zo evel un hanter greunaval a-drek da ouel.

8  Bez’ ez eus tri-ugent rouanez, pevar-ugent serc’h ha merc’hed yaouank diniver,

9  va c’houlm, va hini beurvat a zo hec’h-unan, merc’h nemetañ he mamm, disi d’an hini he deus he c’hanet. Ar merc’hed yaouank o deus he gwelet hag o deus he galvet eürus; ar rouanezed hag ar serc’hed ivez, hag o deus he meulet.

10  Piv eo an hini en em ziskouez evel gouloù-deiz, kaer evel al loar, glan evel an heol, spontus evel an armeoù a gerzh a vanniel displeget.

(Ar Sulamitez)

11  Diskennet on e liorzh ar c’hraoñ evit gwelout ar frouezh a zarev en draonienn, evit gwelout hag-eñ e vount ar winienn, hag-eñ e vleugn ar greunavalenned.

12  N’ouzon ket, met va c’harantez he deus va lakaet da vezañ heñvel ouzh kirri Aminadab.

(Salomon)

13  Distro, distro, o Sulamitez! Distro, distro, ma sellimp ouzhit. Perak e sellit ouzh ar Sulamitez evel ouzh un dañs a ziv vandenn?

 

Pennad 7

1  Pegen kaer eo da dreid en da sandalennoù, merc’h ar priñs! Trolinenn da zivlez a zo evel bragerizoù oberiet gant dorn un arzour donezonet kaer.

2  Da vronn a zo un hanaf rontaet leun a win a c’hwezh-vat. Da gof a zo ur bern gwinizh kelc’hiet gant lili.

3  Da zivronn a zo evel div heizezig, evel gevelled ur c’hazelenn.

4  Da c’houzoug a zo evel un tour olifant. Da zaoulagad a zo poulloù en Hesbon, tost da zor Bat-Rabbim. Da fri a zo evel tour al Liban a sell war-zu Damask.

5  Da benn a zo savet evel Menez Karmel. Blev da benn a zo evel limestra, ur roue a zo chadennet gant da rodelloù.

6  Pegen kaer out, ha pegen dudius, va c’harantez ha va flijadurioù!

7  Da vent a zo heñvel ouzh ur balmezenn, da zivronn ouzh blokadoù.

8  Lavaret em eus: Pignat a rin war ar balmezenn hag e krogin en he brankoù! Ra vo da zivronn evidon evel blokadoù, frond da c’hwezh evel hini an avaloù,

9  ha da c’henoù evel ur gwin e-touez ar re wellañ,

(Ar Sulamitez)

oc’h en em skuilhañ evit va muiañ-karet hag a laka da gomz muzelloù ar re a gousk.

10  Me a zo da’m muiañ-karet, hag e c’hoant a dro war-zu ennon.

11  Deus, va muiañ-karet, deomp d’ar parkeier ha tremenomp an noz er c’hêriadennoù!

12  Savomp beure mat da vont d’ar gwini, gwelomp hag-eñ e vount ar winienn, hag-eñ e vleuñv ar blokadoù hag e vleugn ar greunavalenned. Eno e roin dit va c’harantezioù.

13  Ar mandragonoù a laosk o c’hwezh-vat, ha stok ouzh hon dorioù ez eus pep frouezh mat, re nevez ha re gozh am eus miret evidout, o va muiañ-karet.

 

Pennad 8

1  Ra blijfe gant Doue ma vefes evel va breur, bet maget gant divronn va mamm! Mont a rafen da’z kavout er-maez, pokat a rafen dit ha ne vefe den ebet evit va disprizout.

2  Da zegas a rafen, da lakaat da zont e-barzh ti va mamm, hag e kelennfes ac’hanon, e rofen dit da evañ gwin mesket a c’hwezh-vat hag a sun eus va greunavaloù.

3  Ra vo e zorn kleiz dindan va fenn, ha ra boko e du dehou din.

4  Me ho ped, merc’hed Jeruzalem, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi.

(Den all)

5  Piv eo an hini a bign eus ar gouelec’h, harpet goustadik ouzh he muiañ-karet? Da zihunet em eus dindan an avalenn; eno, he deus da c’hanet da vamm, el lec’h-se he deus da c’hanet an hini he deus bugaleet ac’hanout.

(Ar Sulamitez)

6  Laka ac’hanon evel ur siell war da galon, evel ur siell war da vrec’h. Rak ar garantez a zo nerzhus evel ar marv, ar warizi a zo kreñv evel lec’h ar marv. He luc’hed a zo luc’hed-tan, ur flamm taer.

7  Kalz a zour ne c’hellfe ket mougañ ar garantez, hag ar stêrioù-meur ne c’hellfent ket he beuziñ. Ma rofe unan bennak holl vadoù e di evit ar garantez, a-dra-sur ne vefe dalc’het kont ebet dezhañ.

8  Ur c’hoar yaouank hon eus, n’eo ket c’hoazh bronnek. Petra a raimp d’hor c’hoar d’an deiz ma vo enklasket?

9  Mard eo ur voger, e savimp warni tourioù arc’hant; mard eo un nor, e serrimp anezhi gant ur blankenn-sedrez.

10  Ur voger ez on ha va divronn a zo evel tourioù. Bet on d’e zaoulagad evel an hini a gav ar peoc’h.

11  Ur winienn en doa Salomon e Baal-Hamon (= aotrou un engroez). Roet en deus anezhi da warded ha pep hini anezho a zlee degas evit he frouezh mil pezh arc’hant.

12  Va gwinienn, an hini a zo din, he mirout a ran. O Salomon, dit-te ar mil pezh arc’hant, ha daou c’hant d’ar re a vir ar frouezh!

(Salomon)

13  O te, an hini a zo o chom el liorzhoù, va mignoned a zo aketus ouzh da vouezh. Laka ac’hanon da glevout anezhi!

(Ar Sulamitez)

14  Tec’h kuit, va muiañ-karet, evel ar c’hazelenn pe evel hini bihan an heizez, war menezioù al louzoù-frondus.

Publicités