23 Izaia

LEVR AR PROFED IZAIA

 

Pennad 1

1  Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekia, rouaned Juda.

2  Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.

3   An ejen a anavez e berc’henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n’en deus anaoudegezh ebet, va fobl n’he deus skiant ebet.

4  A! Broad pec’herez, pobl bec’hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.

5  Perak c’hoazh skeiñ ganeoc’h pa gendalc’hit hoc’h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac’h.

6  Adalek sol an troad betek ar penn n’eus netra yac’h, n’eus nemet gloazioù, bloñsoù ha goulioù bev, ha n’int ket bet louzaouet, na paket, na dousaet gant eoul.

7  Ho pro a zo glac’haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac’haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.

8  Merc’h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc’hiet.

9  Ma n’en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.

10  Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!

11  Petra am eus d’ober eus niver bras hoc’h aberzhoù? eme an AOTROU. Leuniet on a loskaberzhoù meot hag a zruzoni leueoù lart; ne gavan plijadur ebet e gwad an tirvi, an deñved hag ar bouc’hed.

12  Pa zeuit d’en em zerc’hel dirak va dremm, piv en deus goulennet ouzhoc’h mac’hañ va leurioù?

13  Na gendalc’hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc’h engalvadegoù, ne c’hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.

14  Va ene a gasa ho loarioù nevez hag ho kouelioù, ur bec’h ez int evidon, skuizh on o padout ganto.

15  Pa’c’h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc’h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.

16  En em walc’hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc’h oberoù, ehanit d’ober fall,

17  Deskit ober mat, klaskit ar barnedigezhioù, diwallit ar re wasket, roit e wir d’an emzivad, difennit an intañvez.

18  Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec’hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc’h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.

19  Mar fell deoc’h sentiñ a-youl-vat, e tebrot an traoù gwellañ eus ar vro,

20  met ma ne fell ket deoc’h ha ma’z oc’h disent, e viot lonket gant ar c’hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.

21  Penaos eo deuet da vezañ ur c’hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!

22  Da arc’hant a zo aet e mergl, da win a zo kemmesket gant dour,

23  da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc’h ar goproù, ne roont ket e wir d’an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.

24  Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!

25  Lakaat a rin va dorn warnout, teuziñ a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.

26  Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.

27  Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.

28  Met ar re zisent hag ar bec’herien a vo distrujet a-unan, hag ar re a zilez an AOTROU a yelo da goll.

29  Rak mezh ho po en abeg d’an dervennoù a garit, ha ruziañ a reot gant al liorzhoù a ra ho plijadur.

30  Bez’ e viot evel un dervenn gant delioù o c’hoeñviñ, evel ul liorzh n’he deus ket a zour.

31  An den kreñv a vo stoub, e oberoù a vo ur fulenn, an eil hag egile a zevo a-unan, ha ne vo den da lazhañ an tan.

 

Pennad 2

1  Komz Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem.

2  Hag e c’hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c’hrec’hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.

3  Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.

4  Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c’hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c’hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.

5  O tiegezh eus Jakob, deuit ha kerzhit e sklêrijenn an AOTROU!

6  Rak taolet ec’h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma’z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.

7  O bro a zo leun a arc’hant hag a aour, ha n’eus diwezh ebet d’he zeñzorioù. O bro a zo leun a gezeg, ha n’eus diwezh ebet d’he c’hirri.

8  O bro a zo leun a idoloù, stouiñ a reont dirak labour o daouarn, dirak ar pezh o deus graet o bizied.

9  An dud a zo izelaet hag ar re vras a zo diskaret, met ne bardoni ket dezho.

10  Kae e-barzh ar reier, hag en em guzh er poultr, evit tec’hout diwar spont an AOTROU, ha gloar e Veurded.

11  An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc’h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.

12  Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc’hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,

13  a-enep holl wez-sedrez al Liban uhel ha mentek, a-enep holl wez-derv Basan,

14  a-enep holl venezioù uhel, a-enep holl grec’hiennoù savet,

15  a-enep pep tour uhel, a-enep pep moger greñv,

16  a-enep holl listri Tarsiz, hag a-enep kement a blij d’ar gweled.

17  Lorc’h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.

18  An holl idoloù a dec’ho kuit.

19  Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec’hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.

20  En deiz-se e taolo un den d’ar gozed ha d’al logod-dall, e idoloù arc’hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.

21  Hag ez aint e skarroù ar reier, hag e kleuzioù ar menezioù, evit tec’hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.

22  Paouezit d’en em harpañ war an den, n’en deus nemet ur c’hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c’heller ober outañ?

 

Pennad 3

1  Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da lemel eus Jeruzalem hag eus Juda pep sikour ha pep skoazell, pep sikour a vara, pep sikour a zour,

2  an den kreñv hag an den a vrezel, ar barner hag ar profed, an divinour hag an henaour,

3  ar c’habiten a hanter-kant hag an den enorus, ar c’huzulier hag ar micherour mailh hag ar strobineller ampart.

4  Ha tud yaouank a roin dezho da gabitened, ha bugale a reno warno.

5  Ar bobl a vo gwasket unan dre egile, ha pep hini dre e nesañ. Ar bugel a grogo en den kozh, hag an den a netra en hini a zo enoret.

6  Neuze un den a grogo en e vreur e ti e dad: Te ac’h eus ur vantell, bez hor penn, kemer ez torn an dismantroù-mañ!

7  Hag en deiz-se e responto hemañ o lavarout: Ne vin ket ur medisin, em zi n’eus na bara na mantell, na’m lakait ket da benn war ar bobl!

8  Jeruzalem a ya d’an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c’hloar.

9  Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec’h embannont o fec’hed, ha n’en kuzhont ket. Gwalleur d’o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.

10  Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.

11  Gwalleur d’an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.

12  Va fobl a zo gwasket gant bugale, ha gwragez a ren warno. Va fobl, da renerien a ziheñch ac’hanout, hag e reont dit koll an hent a zlefes heuliañ.

13  An AOTROU en em ziskouez evit divizout, hag emañ en e sav evit barn ar bobl.

14  An AOTROU a zeuio da varn henaourien e bobl hag o friñsed, rak c’hwi eo hag o deus lonket ar winienn! Diwisk ar paour a zo en ho tiez.

15  Pe dre wir e vac’hit va fobl hag e frikit dremm ar beorien? eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.

16  Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma’z eo lorc’hus merc’hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc’h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c’helc’hioù-treid,

17  an AOTROU a lakaio moal pennoù merc’hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.

18  En deiz-se e lamo kuit an AOTROU bravder ar c’helc’hioù-treid o tintal, an taledennoù, al loarennoù,

19  ar c’hloc’higoù-skouarn, an troioù-brec’h, ar gouelioù,

20  ar saltetoù, ar chadennigoù-treid, an talgenoù, ar boestoù c’hwez-vat, al lagadennoù-skouarn,

21  ar gwalinier, al lagadennoù-fri,

22  ar saeoù-fest, an tonegoù ledan, ar seier bihan,

23  ar melezourioù, al lin fin, an tulbanoù, ar c’habelloù.

24  Hag e-lec’h c’hwez-vat e vo flaer, e-lec’h gourizoù e vo kerdin, e-lec’h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec’h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec’h kaerder.

25  Da wazed a gouezho dre ar c’hleze, da dud kreñv dre ar brezel.

26  He dorojoù a huanado hag a vo er c’hañv, ha, glac’haret, ec’h azezo d’an douar.

 

Pennad 4

1  En deiz-se e krogo seizh gwreg en ur gwaz hepken, o lavarout: Ni a zebro hor bara hag en em wiskimp eus hon dilhad, ra dougimp hepmuiken da anv, laka hon dismegañs da baouez!

2  En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.

3  An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevañ,

4  p’en devo an AOTROU gwalc’het hudurnez merc’hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c’hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.

5  War holl dachennad Menez Sion, ha war e vodadegoù, e krouo an AOTROU ur goabrenn hag ur vogedenn e-pad an deiz, ha sked un tan flammus e-pad an noz, rak ar c’hloar a warezo an holl.

6  Hag e vo ul logell a roio skeud a-enep an tommder e-pad an deiz, hag a servijo da repu ha da vodenn a-enep ar c’hurun hag ar glav.

 

Pennad 5

1  Kanañ a rin evit va c’haret-mat kanaouenn va muiañ-karet war e winieg. Va c’haret-mat en doa ur winieg war ur grec’hienn druz.

2  He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c’hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.

3  Bremañ eta, annezerien Jeruzalem ha tud Juda, barnit etre me ha va gwinienn.

4  Petra a oa c’hoazh d’ober da’m gwinienn, ha ne’m eus ket graet eviti? Perak, pa c’hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?

5  Bremañ eta e teskin deoc’h ar pezh a fell din ober da’m gwinienn: Lemel a rin he garzh kuit hag e vo peuret, diskar a rin he moger hag e vo mac’het,

6  degas a rin anezhi en glac’har, ne vo ken troc’het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc’hemenn a rin d’ar c’houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.

7  Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!

8  Gwalleur d’ar re a stag ti da di, hag a laka park gant park, ken na vefe mui a lec’h, ha ma chomfent o-unan e-kreiz ar vro!

9  AOTROU an armeoù en deus lavaret da’m divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac’har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!

10  Dek keñver (~ 4 ha) gwinieg ne roint nemet ur bat (~ 30 l), hag un homer (~ 300 l) a had ne roio nemet un efa (~ 30 l).

11  Gwalleur d’ar re a sav beure-mat, evit redek war-lerc’h an evajoù kreñv, hag a gendalc’h betek an noz, betek ma’z int tommaet gant ar gwin.

12  An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.

13  Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblañs a varv gant an naon, hec’h engroez a zisec’h gant ar sec’hed.

14  Setu perak emañ lec’h ar marv o ledanaat, digeriñ a ra e c’henoù hep muzul. O splannder, o engroez trouzus ha laouen a ziskenno ennañ.

15  An dud a vo digalonekaet, ar re vras a vo izelaet, daoulagad ar re lorc’hus a vo pleget.

16  AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.

17  An oaned a beuro evel en o farkeier, hag an diavaezidi a zebro douaroù glac’haret ar re binvidik.

18  Gwalleur d’ar re a denn an drougiezh gant kerdin ar gaou, hag ar pec’hed gant sugelloù ur c’harr,

19  hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma’c’h anavezimp anezhañ!

20  Gwalleur d’ar re a c’halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deñvalijenn e-lec’h ar sklêrijenn hag ar sklêrijenn e-lec’h an deñvalijenn, a laka ar c’hwerv e-lec’h an dous hag an dous e-lec’h ar c’hwerv!

21  Gwalleur d’ar re a zo fur d’o daoulagad o-unan, ha skiantek d’o barnedigezh o-unan!

22  Gwalleur d’ar re a zo kadarn evit evañ gwin, ha kalonek evit meskañ an evajoù kreñv,

23  a zidamall an hini drouk evit donezonoù, hag a lam o gwir digant ar re reizh!

24  Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec’h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.

25  Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c’horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.

26  Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoù pell, c’hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoù an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.

27  Nikun n’eo skuizh en o zouez, nikun ne vrañsell, nikun ne gousk, nikun ne vored, nikun a zo dizereet gouriz e zivgroazell, na torret korreenn e votoù.

28  O biroù a zo lemm, o holl waregoù a zo stegnet, karnioù o c’hezeg a zo evel mein, rodoù o c’hirri a zo evel un avel-dro,

29  o yudadeg a zo evel hini leoned, yudal a reont evel leoned yaouank, krozal a reont hag e krogont en o freizh, e gas a reont ganto ha n’eus den evit sikour anezhañ.

30  En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teñvalijenn hag anken, hag ar sklêrijenn a vo teñvalaet gant koumoul.

 

Pennad 6

1  Ar bloavezh ma varvas ar roue Ozia e welis an AOTROU azezet war un tron uhel ha savet, ha plegoù e zilhad a leunie an templ.

2  Serafined en em zalc’he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c’hwec’h askell: gant div e c’holoent o dremm, gant div e c’holoent o zreid, gant div e nijent.

3  Krial a raent an eil d’egile, hag e lavarent: Santel, santel, santel eo AOTROU an armeoù! An douar holl a zo leuniet gant e c’hloar!

4  Diazezoù an dorojoù a voe brañsellet gant mouezh an hini a grie, hag an ti a voe leuniet a voged.

5  Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic’hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic’hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.

6  Met unan eus ar serafined a nijas etrezek ennon, gantañ en e zorn ur c’hlaouenn-dan en doa kemeret a-ziwar an aoter gant piñsetezioù.

7  Hag he stokas ouzh va genoù, hag e lavaras: Bremañ houmañ he deus stoket ouzh da vuzelloù, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec’hed a zo dic’haouet.

8  Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c’hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c’has-me!

9  Hag e lavaras: Kae ha lavar d’ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n’anavezot ket.

10  Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac’haet.

11  Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c’hêrioù glac’haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac’haret penn-da-benn,

12  betek m’en devo an AOTROU pellaet an dud, ha ma vo un digenvez bras e-kreiz ar vro.

13  Ma chom c’hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d’o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.

 

Pennad 7

1  Hag e c’hoarvezas e deizioù Achaz mab Ozia, roue Juda, penaos Rezin, roue Siria, ha Pekak mab Remalia, roue Israel, a bignas a-enep Jeruzalem evit he sezizañ. Met ne c’helljont ket he zrec’hiñ.

2  Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Achaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c’hoadoù gant an avel.

3  An AOTROU a lavaras da Izaia: Kae da gavout Achaz, te ha Shear-Jashub da vab, war-zu penn kanol ar stank uhelañ, war hent park ar c’hommer,

4  ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na’z pez ket aon, ra n’en em c’hlac’haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,

5  dirak ar Siria a soñj ober droug en da enep, gant Efraim ha mab Remalia, o lavarout:

6  Pignomp a-enep Juda, flemmomp anezhañ, greomp ur boulc’h evidomp, lakaomp da roue mab Tabeal en e greiz.

7  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne c’hoarvezo ket, ne vo ket evel-se.

8  Rak kêrbenn ar Siria eo Damask, penn Damask eo Rezin. A-benn pemp bloaz ha tri-ugent, Efraim a vo lakaet a-dammoù ha ne vo ken ur bobl.

9  Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.

10  An AOTROU a gomzas c’hoazh ouzh Achaz o lavarout:

11  Goulenn ur sin digant an AOTROU da Zoue, en goulenni pe en donder pe en uhelder.

12  Achaz a lavaras: Ne c’houlennin ket ha ne demptin ket an AOTROU.

13  Hag Izaia a lavaras: Selaou, o ti David! Ha re nebeut eo evidoc’h skuizhañ an dud, ma skuizhit ivez va Doue?

14  Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc’h ur sin: Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab, a vo anvet Emmanuel (= Doue ganeomp).

15  Debriñ a raio koaven ha mel, betek ma ouio disteurel an droug ha dibab ar mad.

16  Met a-raok ma ouio ar bugel disteurel an droug ha dibab ar mad, ar vro a gasaez a vo dilezet gant he daou roue.

17  An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioù evel n’eus ket bet reoù heñvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda.

18  En deiz-se e c’hwitello an AOTROU da c’hervel ar c’helien a zo e penn stêrioù an Ejipt, hag ar gwenan a zo e bro Asiria,

19  hag e teuint hag an holl en em lakaint e traoniennoù distro, e skalfoù ar reier, war an holl vodoù-drein, war an holl beurvanoù.

20  En deiz-se ec’h aotenno an AOTROU gant un aotenn en devo feurmet en tu all d’ar stêr, gant roue Asiria, ar penn ha blev an treid, hag e lamo ivez ar barv.

21  En deiz-se e vouetaio un den ur vuoc’h yaouank ha div zañvadez,

22  hag e roint kement a laezh ma tebro koaven, rak koaven ha mel a zebro ar re holl a vo manet er vro.

23  En deiz-se pep lec’h hag a vo ennañ mil skod-gwini, o talvezout mil pezh arc’hant, a vo troet e drez ha spern.

24  Dont a reor ennañ gant biroù ha gant ar wareg, rak an holl vro ne vo nemet drez ha spern.

25  Hag en holl venezioù a veze labouret gant ar bal, ned eor ken gant aon dirak an drez hag ar spern, lakaet e vo eno an ejened, hag e vint mac’het gant an deñved.

 

Pennad 8

1  An AOTROU a lavaras din: Kemer un dablezenn vras ha skriv warni gant lizherennoù gwelus: Skrapadeg prest! Preizhadeg prim!

2  Kemeret em eus ganin testoù feal, Uri an aberzhour ha Zakaria mab Jeberekia.

3  Tostaet em eus ouzh ar brofedez, hag e koñsevas hag e c’hanas ur mab. An AOTROU a lavaras din: Galv anezhañ Maher-Shalal-Hash-Baz (= Skrapadeg prest preizhadeg prim).

4  Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioù Damask ha preizh Samaria.

5  An AOTROU a gomzas c’hoazh din o lavarout:

6  Peogwir he deus ar bobl-mañ disprizet doureier Siloa a red goustadik, peogwir he deus laouenaet diwar-benn Rezin ha mab Remalia,

7  en abeg da-se, setu, emañ an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreñv ar stêr, roue Asiria hag e holl c’hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloù.

8  Tremen a raio war Juda, o tic’hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec’h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!

9  Gouzañvit, pobloù, ha bezit bruzunet! Roit ho skouarn, c’hwi holl eus broioù pell! Prientit ha bezit bruzunet, prientit ha bezit bruzunet!

10  Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.

11  Evel-henn en deus komzet an AOTROU pa grogas gant e zorn ennon, ha pa alias ac’hanon da chom hep kerzhout en hent ar bobl-mañ:

12  Na lavarit ket: Kavailh! bep gwech ma lavaro ar bobl-mañ: Kavailh! N’ho pet ket aon rak ar pezh o deus aon razañ ha na vezit ket spouronet.

13  Santelait AOTROU an armeoù, ra vo-eñ ho toujañs hag ho spouron.

14  Eñ a vo ur santual, met ivez ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer evit an daou di eus Israel, ur pech hag ur roued evit tud Jeruzalem.

15  Kalz anezho a streboto hag a gouezho, a vo bruzunet, a vo luziet ha paket.

16  Golo an testeni-se, siell al lezenn-se e-touez va diskibien.

17  Esperout a rin en AOTROU a guzh e zremm ouzh ti Jakob, hag e vin en gortoz anezhañ.

18  Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.

19  Ma lavarer deoc’h: Kemerit kuzul digant an igromañserien hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c’houlenno evit ar re vev?

20  D’al lezenn ha d’an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!

21  Kantren a raint er vro, bec’hiet ha marnaoniet. Ha p’o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec’h,

22  ha goude e sellint etrezek an douar, ha setu, ne vo nemet tristidigezh, teñvalijenn, enkrezioù dic’houloù, hag e sankint en deñvalded.

23  Met ne vo ket da viken an deñvalijenn, aze e-lec’h m’en doa renet an enkrez. Evel m’o deus bet izelaet en amzer gentañ douar Zabulon ha douar Neftali, evel-se, en amzer da zont, e vo goloet a c’hloar hent ar mor, en tu all d’ar Jordan, Galilea (= tiriad) ar broadoù.

 

Pennad 9

1  Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn he deus lugernet war ar re a oa o chom e bro skeud ar marv.

2  Liesaet ec’h eus ar vroad, kresket ec’h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc’her gant levenez o lodennañ an diwisk.

3  Rak torret ec’h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.

4  Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoù.

5  Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc’h.

6  Kreskiñ e c’halloud, reiñ ur peoc’h diziwezh da dron David ha d’e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.

7  An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.

8  Ar bobl a-bezh en devo anaoudegezh a gement-se, Efraim ha tud Samaria, ar re a lavar gant lorc’h ha rogentez en o c’halon:

9  Kouezhet eo ar brikennoù, met gant mein-ben e savimp! Troc’het eo bet ar gwez-sikomor, met gwez-sedrez a lakaimp en o lec’h!

10  An AOTROU a savo enebourien Rezin a-enep ar bobl, hag a atizo o eneberien,

11  ar Siria dre a-raok hag ar Filistined dre a-dreñv, hag e lonkint Israel a-leizh o genoù. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

12  Ar bobl ne zistro ket d’an hini a sko ganti, ne glask ket AOTROU an armeoù.

13  An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.

14  Ar penn eo an henaour hag an den enoret, al lost eo ar profed a gelenn ar gaou.

15  Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.

16  Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n’en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n’int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

17  Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviñ a raio al lec’hioù stankañ eus ar c’hoadoù, ma sav kolonennoù moged.

18  En abeg da gounnar AOTROU an armeoù, an douar a zo entanet, hag ar bobl a zeu da vezañ preizh an tan, den ne espern e vreur.

19  Regiñ a reer a-zehou hag o devo naon, lonkañ a reer a-gleiz ha n’o devo ket o gwalc’h, pep hini a zebro kig e vrec’h.

20  Manase a-enep Efraim, Efraim a-enep Manase, o-daou a-enep Juda, ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

 

Pennad 10

1  Gwalleur d’ar re a ra reolennoù drouk, hag a skriv evit urzhiañ an taerder,

2  evit nac’hañ ar reizhder d’ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intañvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!

3  Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec’hot evit kaout sikour, ha pelec’h e lezot ho kloar?

4  Ar re n’o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

5  Gwalleur d’an Asiria, gwialenn va c’hounnar, hag he deus en he dorn bazh va fulor!

6  Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c’hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac’hañ anezho evel fank ar straedoù.

7  Met evel-se n’emañ ket he c’hoant, evel-se n’emañ ket soñj he c’halon. En he c’halon e soñj distrujañ ha kas da get broadoù e-leizh,

8  rak e lavar: Va friñsed, ha n’int ket holl kement a rouaned?

9  Ha n’eo ket eus Kalno evel eus Karkemish? Ha n’eo ket eus Hamad evel eus Arpad? Ha n’eo ket eus Samaria evel eus Damask?

10  P’en deus tapet va dorn rouantelezhioù an idoloù, hag o skeudennoù kizellet a oa dreist re Jeruzalem ha re Samaria,

11  evel ma em eus graet da Samaria ha d’hec’h idoloù, ha ne rin ket kemend-all da Jeruzalem ha d’he skeudennoù?

12  Met p’en devo an AOTROU peurc’hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec’h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.

13  Rak e lavar: Graet em eus kement-se gant nerzh va dorn ha gant va furnez, rak skiantek on. Dilec’hiet em eus harzoù ar pobloù, preizhataet em eus o zeñzorioù, evel un den kreñv em eus diskaret ar re a oa diazezet.

14  Va dorn en deus kavet pinvidigezhioù ar pobloù evel un neizh; evel ma tastumer vioù dilezet, em eus dastumet an douar holl, ha nikun n’en deus fiñvet e askell, na digoret e veg, na laosket ur griadenn.

15  Ar vouc’hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d’an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n’eo ket koad!

16  Setu perak an Aotrou, AOTROU an armeoù, a gaso an distruj war e dud kreñv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.

17  Sklerijenn Israel a zeuio da vezañ un tan, hag e Sant ur flamm, a zevo hag a lonko e zrein hag e zrez en un devezh hepken,

18   hag a guzumo e goadeg hag e liorzh frouezhus, ene ha korf. Bez’ e vo evel p’en deus ar c’hlañvour ur fallaenn.

19  An nemorant eus gwez ar goadeg a vo aes da niveriñ, ur bugel o lakafe dre skrid.

20  En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc’hint ket ken d’en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.

21  An nemorant a zistroio, an nemorant eus Jakob, ouzh an Doue kreñv.

22  Rak, o Israel, ha pa vefe da bobl evel traezh ar mor, un nemorant hepken a zistroio. Ar peurober a zo divizet, lakaat a raio ar reizhder da zic’hlannañ.

23  Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da beurober an afer e-kreiz an douar, evel ma’z eo bet divizet.

24  Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Va fobl, te hag a zo o chom e Sion, na’z pez ket aon rak an Asiria; skeiñ a ra warnout gant ar wialenn, hag e sav e vazh ouzhit en doare an Ejipt,

25  met dindan nebeut amzer e paouezo va fulor, hag e troio va c’hounnar d’o distrujañ.

26  AOTROU an armeoù a savo ur skourjez outo, evel pa skoas Madian e roc’h Oreb, evel pa oa e vazh a-us d’ar mor, hag e savo c’hoazh anezhi en doare an Ejipt.

27  En deiz-se e vo lamet e vec’h a-ziwar da zivskoaz, hag e yev diwar da c’houzoug. Ar yev a vo distrujet en abeg d’an druzoni.

28  Deuet eo da Ayad, tremenet eo dre Vigron, lezet en deus e bakad e Mikmash,

29  tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec’het he deus Gibea-Saül.

30  Laosk kriadennoù lemm, merc’h Gallim! Ra vi klevet betek Laïsh, paour Anatod!

31  Strewet eo Madmena, tud Gebim a glask ur gwasked.

32  C’hoazh un devezh-ehan e Nob, hag e savo e zorn a-enep menez merc’h Sion, a-enep krec’hienn Jeruzalem!

33  Setu an Aotrou, AOTROU an armeoù, a ziskar ar brankoù gant nerzh; ar re vrasañ a vo torret, ar re uhelañ a vo izelaet.

34  Troc’hañ a ra gant an houarn strouaj stankañ ar goadeg, al Liban a gouezho dindan ur galloudeg.

 

Pennad 11

1  Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.

2  Spered an AOTROU a chomo warnañ, Spered a furnez hag a skiant, Spered a guzul hag a nerzh, Spered a anaoudegezh hag a zoujañs eus an AOTROU.

3  C’hwezh doujañs an AOTROU a vo gantañ. Ne varno ket diouzh gwel e zaoulagad, ne roio ket e soñj diouzh ar pezh en devo klevet e divskouarn.

4  Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c’henoù, hag e lakaio d’ar marv an den fall gant c’hwezh e vuzelloù.

5  Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.

6  Ar bleiz a vo o chom gant an oan, al loupard a c’hourvezo gant ar menn-gavr, al leue hag al leonig hag al loened a larder a vo a-gevret, hag ur bugelig a reno anezho.

7  Ar vuoc’h a beuro gant an arzhez, o reoù vihan a c’hourvezo a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen.

8  Ar poupig a zen e vamm a c’hoario e-kichen toull an aspig, hag ar bugel dizonet a astenno e zorn e toull ar wiber.

9  Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel foñs ar mor gant an doureier en golo.

10  En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec’h a vo glorius.

11  En deiz-se ec’h astenno an AOTROU e zorn c’hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.

12  Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec’het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c’horn an douar.

13  Gwarizi Efraim a dec’ho kuit, hag e waskerien a vo lamet eus Juda. Efraim ne vo ken avius ouzh Juda, ha Juda ne wasko ken Efraim.

14  Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c’huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.

15  An AOTROU a lakaio da verz brec’h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c’hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.

16  Bez’ e vo un hent evit an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, evel ma voe evit Israel, en deiz ma teuas kuit eus bro Ejipt.

 

Pennad 12

1  En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec’h eus.

2  Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne’m bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.

3  Tennañ a reot dour gant levenez eus mammennoù ar silvidigezh.

4  Hag e lavarot en deiz-se: Meulit an AOTROU! Galvit e anv! Embannit e-touez ar pobloù e oberoù bras! Degasit da soñj e anv uhel-meurbet!

5  Kanit d’an AOTROU rak graet en deus traoù burzhudus, ra vint anavezet gant an douar holl!

6  Youc’h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras en da greiz eo Sant Israel.

 

Pennad 13

1  Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.

2  Uhelait ur banniel war ur menez moal, savit ho mouezh war-zu enno, grit sin gant an dorn, ma’z aint e-barzh dre zor ar briñsed.

3  Me am eus roet urzh d’ar re a zo santelaet din, galvet em eus va zud kreñv da gas da benn va c’hounnar, ar re a laouena eus va braster.

4  War ar menezioù e vez klevet trouz un engroez, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioù a bobloù dastumet. AOTROU an armeoù a ra gweladeg war an arme evit ar brezel.

5  Eus ur vro bell, eus pennoù an neñvoù, e teu an AOTROU gant binvioù e vrouez, evit distrujañ ar vro holl.

6  Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C’halloudeg.

7  Setu perak an holl zaouarn a zeuio da vezañ dinerzh, ha pep kalon den a deuzo.

8  Bez’ e vint spouronet, karget a c’hlac’har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.

9  Setu, deiz an AOTROU a zeu, deiz kriz, deiz a fulor hag a gounnar entanet, evit degas ar vro en glac’har, evit distrujañ ar bec’herien.

10  Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.

11  Me a gastizo ar bed en abeg d’e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc’h ar re rok, hag e tiskarin balc’hder ar waskerien.

12  Lakaat a rin un den priziusoc’h eget aour fin, ur mab-den muioc’h eget aour Ofir.

13  Lakaat a rin an neñvoù da grenañ, an douar a vo dilec’hiet gant kounnar AOTROU an armeoù, en deiz e gounnar entanet.

14  Evel un heizez spontet, evel un tropell ha n’eus den d’e zastum, pep hini a droio e zremm etrezek e bobl, pep hini a dec’ho d’e vro.

15  Piv bennak a vo kavet a vo treuzet, piv bennak a vo tapet a gouezho dre ar c’hleze.

16  O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.

17  Setu, emaon o vont da sevel ar Veded en o enep, ne vint ket dedennet gant an arc’hant, ha ne lakaint ket o flijadur en aour.

18  Gant o gwareg e tiskaront ar re yaouank, bez’ e vint didruez ouzh frouezh ar c’horf, o lagad n’esperno ket ar vugale.

19  Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc’h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.

20  Ne vo biken tud o chom enni, ne vo ken annezet a oad da oad. An Arab ne savo ken e deltenn enni, ar vesaerien ne lakaint ken o loened da ziskuizhañ eno.

21  Loened gouez ar gouelec’h o devo eno o zoulloù, he ziez a vo leuniet gant ar c’haouenned, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, hag ar bouc’hed a lammo e-barzh.

22  Loened gouez an inizi a yudo en he falezioù, hag an erevent en he ziez a blijadur. Hec’h amzer a zo tost da zont, he deizioù ne vint ket astennet.

 

Pennad 14

1  Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c’hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.

2  Ar pobloù a gemero anezho, hag o degaso en-dro d’o bro. Ti Israel o ferc’henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc’herezh ar re o doa o dalc’het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.

3  En deiz ma raio dit an AOTROU diskuizhañ eus da boan, eus da drubuilh, hag eus ar sklavelezh garv e oas bet lakaet dindani,

4  e tistagi ar c’hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c’hoantidigezh an aour?

5  An AOTROU en deus torret bazh ar re zrouk, gwialenn ar renerien;

6  an hini a skoe ouzh ar pobloù gant fulor a daolioù dibaouez, an hini a c’houarne ar pobloù gant kounnar, a zo argaset dizamant.

7  An douar holl a zo er peoc’h, sioul eo, kanañ a reer a levenez.

8  Zoken ar gwez-siprez ha gwez-sedrez al Liban a laouena diwar da benn: Abaoe ma’z out kouezhet, den ne bign ken d’hon diskar.

9  Lec’h ar marv, en traoñ, a from en abeg da’z tegouezh. Dihuniñ a ra dirazout ar re varv, holl re c’halloudek an douar. Lakaat a ra holl rouaned ar pobloù da sevel diwar o zron.

10  Holl e stagont da gomz hag e lavaront dit: Te ivez, setu-te hep nerzh eveldomp! Deuet out da vezañ heñvel ouzhimp!

11  Da bompad a zo diskennet e lec’h ar marv, gant son da delennoù. Gourvezet out war ur gwele a vreinadur, hag ar preñved a c’holo ac’hanout.

12  Penaos ez out kouezhet eus an neñvoù, o sterenn lugernus, o mab ar gouloù-deiz? Penaos ez out bet diskaret d’an douar, te hag a vac’he ar broadoù?

13  Te a lavare en da galon: Pignat a rin d’an neñvoù, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezañ a rin war venez ar vodadeg, e pennoù an hanternoz,

14  pignat a rin a-us da uhelderioù ar c’hoabr, heñvel e vin ouzh an Uhel-Meurbet.

15  Ha koulskoude ez out diskennet e lec’h ar marv, en donderioù ar poull.

16  Ar re a wel ac’hanout a baro o daoulagad warnout, sellout a raint gant evezh ouzhit: Hag aze emañ an hini a lakae an douar da grenañ, a vrañselle ar rouantelezhioù,

17  a droe ar bed en ur gouelec’h, a zistruje ar c’hêrioù, ha na zigore ket an ti d’e brizonidi?

18  Holl rouaned ar broadoù, ya holl, a ehan er c’hloar, pep hini en e di,

19  met te a zo bet taolet pell diouzh da vez, evel ur vroustenn hakr, evel dilhad ar re doullet gant ar c’hleze hag a vez taolet war mein ar poull, evel ur c’horf marv mac’het gant an treid.

20  Ne vi ket unanet ganto er bez, rak glac’haret ec’h eus da zouar ha lazhet ec’h eus da bobl. Gouenn ar re zrouk ne vo biken anvet!

21  Kempennit lazhadeg e vibien, en abeg da zireizhder o zadoù, evit na savint ket ken da berc’hennañ an douar, na da c’holeiñ gant kêrioù dremm ar bed.

22  Sevel a rin en o enep, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin eus Babilon hec’h anv hag he nemorant, ar mab hag ar mab-bihan, eme an AOTROU.

23  Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c’heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.

24  AOTROU an armeoù en deus touet o lavarout: A-dra-sur, evel ma em eus o disklêriet en em gavo an traoù, hag ar pezh am eus divizet a c’hoarvezo:

25  Breviñ an Asiria em douar, hag he mac’hañ war va menezioù. He yev a vo lamet kuit a-ziwarno, hag he bec’h a vo tennet a-ziwar o divskoaz.

26  Eno emañ ar mennad divizet a-enep an douar holl, eno emañ an dorn astennet war an holl vroadoù.

27  Rak AOTROU an armeoù en deus divizet, ha piv a harzo outañ? E zorn a zo astennet, ha piv a zistroio anezhañ?

28  Ar bloavezh ma varvas ar roue Achaz e voe disklêriet an diougan-mañ:

29  Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma’z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c’hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.

30  Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac’hanout.

31  Yud, dor! Garm, kêr! Bez holl er spouron, douar ar Filistined! Rak eus an hanternoz e teu ur moged, pep hini o terc’hel e renk ennañ.

32  Ha petra a vo respontet d’ar re zegaset eus ar vroad-se? Penaos eo an AOTROU en deus diazezet Sion, hag enni re c’hlac’haret e bobl o devo o repu.

 

Pennad 15

1  Diougan diwar-benn Moab. En un nozvezh Ar-Moab a zo bet distrujet, kaset da get; en un nozvezh Kir-Moab a zo bet distrujet, kaset da get.

2  Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec’hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc’het.

3  Er straedoù o devo gwisket seier, war an toennoù ha war al leurioù pep hini a yudo hag a zirollo da ouelañ.

4  Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno,

5  va c’halon a huanado en abeg da Voab. E dec’hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec’hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.

6  Doureier Nimrim a vo ur glac’har, ar foenneg a vo disec’h, ar geot a vo kuzumet, ne vo ken a c’hlasvez.

7  An espern o deus graet, ar pezh o deus lakaet a-du, a zougint en tu all da froud an haleg.

8  Mont a ra o c’hriadennoù a-dro-war-dro da harzoù Moab, o hirvoudoù betek Eglaim, o hirvoudoù betek Beer-Elim.

9  Doureier Dimon a vo leun a wad; me a gaso war Zimon poanioù ouzhpenn: ul leon a-enep ar re a zo en em dennet eus Moab hag a-enep an nemorant eus ar vro.

 

Pennad 16

1  Kasit an oan da rener an douar, eus Sela er gouelec’h da venez merc’h Sion.

2  Evel laboused o nijal amañ hag ahont, evel un neizhiad kaset kuit, evel-se e vo merc’hed Moab ouzh treizh an Arnon.

3  Kemer ali, seven an diviz, astenn e-kreiz an deiz da skeud heñvel ouzh an noz, kuzh ar re gaset kuit, na drubard ket an dec’hidi.

4  Ra vo o chom an dec’hidi en da gichen, o Moab. Bez evito ur repu dirak an distrujer, rak ar gwaskerezh en deus paouezet, an distruj a zo echuet, ar re a vac’he ar vro a zo kuzumet.

5  An tron a vo startaet gant an drugarez, ha warnañ ec’h azezo gant fealded, e teltenn David, ur barner a glasko ar varnedigezh hag a hasto ar reizhder.

6  Klevet hon eus lorc’h Moab, lorc’hus-kenañ eo, e ourgouilh, e lorc’h, e rogentez, hag e gomzoù goullo.

7  Ra hirvoudo Moab war Voab, ra hirvoudo pep tra e-barzh! War zistrujoù Kir-Haresed e c’hlac’harint digalonekaet holl.

8  Rak parkeier Hesbon ha gwinieg Sibma a zizan; mistri ar broadoù o deus bruzunet ar gwellañ skodoù, en em astenne betek Jaezer, a gerzhe er gouelec’h, ar skourroù anezho a yae a-dreuz ar mor.

9  En abeg da-se e ouelin war winieg Sibma gant gouel Jaezer, ho tourañ a rin gant va daeroù, Hesbon hag Eleale! Rak kriadenn ar brezel a deuz war ho frouezh ha war hoc’h eostoù.

10  Ar joa hag al levenez o deus tec’het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c’hriadennoù laouen.

11  Setu perak va c’hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c’halon diwar-benn Kir-Hares.

12  Moab a zo aet skuizh da vont war an uhellec’hioù, mont a raio er santual da bediñ, met ne c’hello kaout netra.

13  Hennezh eo ar gomz en deus lavaret an AOTROU pell amzer ‘zo diwar-benn Moab.

14  Ha bremañ e komz an AOTROU o lavarout: A-benn tri bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, gloar Moab a vo diskaret gant hec’h holl vareadoù, hag an nemorant a vo ken bihan, ken dinerzh.

 

Pennad 17

1  Diougan diwar-benn Damask. Setu, Damask a baouez da vezañ ur gêr, dont a ra da vezañ ur bern atredoù.

2  Kêrioù Aroer a zo dilezet, lakaet int d’al loened; diskuizhañ a reont enno ha den ne spont anezho.

3  Ne vo kreñvlec’h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez’ e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.

4  En deiz-se gloar Jakob a vo bihanaet, ha lard e gig a droio e treudoni.

5  Bez’ e vo evel pa zastum ar meder an ed, da droc’hañ gant e vrec’h an tañvouez, hag e vo evel pa vez kemeret an tañvouez e traonienn ar Refaim.

6  Met menel a raio eno un nebeud blokadoù bihan, evel pa hejer ur wezenn-olivez: chom a ra div pe deir olivenn e beg ar skourr uhelañ, ha peder pe bemp war ar brankoù ampletus, eme an AOTROU Doue Israel.

7  En deiz-se an den a sello ouzh an Hini en deus graet anezhañ, hag a zroio e zaoulagad etrezek Sant Israel.

8  Ne sello ken ouzh an aoterioù, labour e zaouarn, ha ne droio ken e zaoulagad etrezek ar pezh o deus graet e vizied, an Asheraoù (= doueezoù) ha peulioù an heol.

9  En deiz-se e gêrioù kreñv a vo evel ur brank pe ur skourr uhel bet dilezet en abeg da vibien Israel, hag e teuint da vezañ un distruj.

10  Ankounac’haet ec’h eus Doue da silvidigezh, ne’c’h eus ket bet soñj eus roc’h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.

11  En deiz ma plantez e savez ur c’hleuz en-dro dezho, ha da vintin e lakaez da had da vleuniañ, met da zeiz ar gerz eo aet kuit an eost, hag ar glac’har a zo dibare.

12  Gwalleur d’ar grozmol eus ur bobl niverus a ra trouz evel trouz ar mor, ha da safar ar broadoù evel ar safar eus doureier bras!

13  Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c’hourdrouz anezho, hag e tec’hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.

14  Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n’emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac’hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac’hanomp.

 

Pennad 18

1  Gwalleur d’ar vro a ra trouz gant hec’h eskell, hag a zo en tu all da Stêrioù Etiopia,

2  a gas kannaded war ar mor e listri broen war an doureier: Kit, kannaded skañv, etrezek ar vroad galloudus ha skedus, etrezek ar bobl spouronus zoken er pellder, ar vroad kreñv a vac’h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù.

3  C’hwi holl dud ar bed, ha c’hwi annezerien an douar, sellit ouzh ar banniel savet war ar menezioù, selaouit an drompilh o seniñ.

4  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc’hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec’h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c’hlizh e tommder an eost.

5  Rak a-raok ar vendem, pa’z eo kresket an nevezenn ha deuet ar bleuñv da vezañ blokadoù o tareviñ, e troc’ho ar skourrigoù gant stropoù, e savo kuit hag e tilamo ar skourroù.

6  Hag e vint dilezet holl asambles da laboused ar menezioù ha da loened an douar. Al laboused a dremeno an hañv warno, ha loened an douar a dremeno ar goañv warno.

7  En amzer-se e vo degaset ur prof da AOTROU an armeoù gant ar bobl galloudus ha skedus, gant ar bobl spouronus zoken er pellder, ur vroad kreñv a vac’h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù, d’al lec’h m’emañ o chom anv an AOTROU, war Venez Sion.

 

Pennad 19

1  Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c’hreiz.

2  Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.

3  Spered an Ejipt a vanko en he c’hreiz, hag e tistrujin he c’huzul; hag e c’houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c’houlennataerien speredoù hag ar sorserien.

4  Lakaat a rin an Ejipt etre daouarn ur mestr garv, ur roue kriz a reno warno, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.

5  Doureier ar mor a vanko, ar stêr a zisec’ho hag a baouezo,

6  ar stêrioù a vo diheñchet, kanolioù an Ejipt a izelaio hag a vanko, ar c’horz hag ar broen a yelo da netra,

7  ar pradeier a zo e-kichen ar c’hanolioù pe e-kichen genoù ar c’hanolioù ha kement a zo hadet a-hed ar c’hanolioù a zisec’ho, a vo kaset pell ha ne vo ken.

8  Ar besketaerien a huanado, an holl re a daol er stêr o higenn a hirvoudo, ar re a astenn o roued war an doureier en em c’hlac’haro.

9  Ar re a labour lin fin a vo mezhek, evel ar re a wiad mezher gwenn.

10  Diazezoù ar vro a vo torret, an holl c’hopridi a vo digalonekaet.

11  Priñsed Zoan n’int nemet tud diskiant, ar c’huzul eus alierien fur Faraon a zo deuet da vezañ ur bodad amoet. Penaos e lavarit da Faraon: Me ’zo mab ar furien, mab ar rouaned kozh?

12  Pelec’h emaint? Pelec’h emañ da re fur? Ra zisklerint dit bremañ, ra gemennint ar pezh en deus divizet AOTROU an armeoù a-enep an Ejipt.

13  Priñsed Zoan o deus kollet o skiant, priñsed Nof en em douell, pennoù ar meuriadoù a laka an Ejipt da ziheñchañ.

14  An AOTROU en deus skuilhet en he c’hreiz ur spered a saouzan, ha deuet eo an Ejipt da vezañ brañsellet en hec’h holl labourioù, evel ma vez brañsellet un den mezv en ur zislonkañ.

15  Ha ne vo netra talvoudus d’an Ejipt eus kement a raio ar penn pe al lost, ar balmezenn pe ar vroenenn.

16  En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.

17  Douar Juda a zeuio da vezañ ur spont evit an Ejipt, pep hini a gomzo diwar e benn a vo spouronet, en abeg d’ar mennad divizet gant AOTROU an armeoù a-enep dezhi.

18  En deiz-se e vo pemp kêr e bro Ejipt a gomzo yezh Kanaan hag a douo da AOTROU an armeoù; kêr an distruj a vo anvet unan anezho.

19  En deiz-se e vo un aoter savet d’an AOTROU e-kreiz bro Ejipt, ha war hec’h harzoù ur maen-eñvor savet d’an AOTROU.

20  Kement-se a vo un arouez hag un testeni evit AOTROU an armeoù e bro Ejipt. Rak huchal a raint d’an AOTROU abalamour d’o gwaskerien, hag e kaso dezho ur salver hag un difenner d’o dieubiñ.

21  Hag an AOTROU en em roio da anavezout d’an Ejipsianed, hag an Ejipsianed a anavezo an AOTROU en deiz-se; kinnig a raint aberzhoù ha donezonoù, hag e raint gouestloù d’an AOTROU hag o seveno.

22  Evel-se an AOTROU a skoio gant an Ejipsianed, skeiñ ha yac’haat a raio, distreiñ a raint d’an AOTROU, aspedet e vo ganto hag e yac’haio anezho.

23  En deiz-se e vo un hent eus Ejipt da Asiria, an Asiria a zeuio d’an Ejipt, an Ejipt d’an Asiria, hag an Ejipsianed a servijo gant an Asirianed.

24  En deiz-se e vo unanet Israel evel un deirvet lodenn d’an Ejipt ha d’an Asiria, hag ar vennozh a vo e-kreiz an douar.

25  AOTROU an armeoù a vennigo anezho o lavarout: Benniget ra vo Ejipt va fobl, hag Asiria labour va daouarn, hag Israel va hêrezh!

 

Pennad 20

1  Er bloavezh ma teuas da Asdod Tartan kaset gant Sargon roue Asiria, ha ma lakaas ar seziz war Asdod ha ma kemeras anezhi,

2  en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac’h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.

3  Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m’en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,

4  evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc’het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.

5  Neuze an dud a vo spontet ha mezhek en abeg d’an Etiopia o esperañs ha d’an Ejipt o gloar.

6  Ar re a zo o chom en tu-mañ d’an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezañ hon esperañs, a redemp daveti da glask sikour evit bezañ dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec’himp-ni?

 

Pennad 21

1  Diougan diwar-benn gouelec’h ar mor. Pa dremen arnev ar c’hreisteiz, e teu eus ar gouelec’h, eus ur vro spontus.

2  Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.

3  Setu perak va divgroazell a zo karget a c’hlac’har; gouzañv a ran gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, ar poanioù am harz da glevout, ar spouron am harz da welout,

4  va c’halon a zo trubuilhet, ar spont a grog ennon, noz va flijadurioù a zo troet e noz a spouron.

5  Staliañ a reer an daol, ar warded a evesha, debriñ a reer, evañ a reer. Savit, kabitened! Olevit ar skoed!

6  Rak evel-henn en deus komzet an AOTROU: Kae, laka ur gedour, ra zisklêrio ar pezh a welo.

7  Hag e welas ur c’harr, marc’hegerien daou-ha-daou, ur c’harr gant ezen, ur c’harr gant kañvaled, hag e selaouas gant evezh bras,

8  ha goude e krias: Ul leon! Aotrou, me en em zalc’h dalc’hmat war an tour e-pad an deiz, hag emaon em sav em flas e-pad an holl nozvezhioù.

9  Ha setu, e teu ur c’harr gant un den ha marc’hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d’an douar.

10  O va gwinizh dornet, mac’het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoù, a-berzh Doue Israel, am eus disklêriet deoc’h.

11  Diougan diwar-benn Duma. Krial a reer din eus Seir: O gedour! Hag a-nevez eus an noz? Hag a-nevez eus an noz?

12  Ar gedour a lavar: Dont a ra ar beure, hag an noz ivez; mar fell deoc’h goulenn, goulennit, distroit ha deuit en-dro.

13  Diougan diwar-benn an Arabia. Tremen a reot an noz er goadeg, en Arabia, o strolladoù eus Dedan!

14  Deuit, degasit dour d’ar re o deus sec’hed, o tud douar Tema! Deuit en arbenn d’an tec’had gant bara,

15  rak dirak ar c’hlezeier e tec’hont, dirak ar c’hleze dic’houinet, dirak ar wareg stegnet, dirak an hini kreñv en emgann.

16  Rak evel-henn en deus komzet an AOTROU: A-benn ur bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, holl c’hloar Kedar a echuo,

17  ha niver bras gwaregerien nerzhus, mibien Kedar, a vo degaset da un nemorant dinerzh, rak an AOTROU Doue Israel en deus komzet.

 

Pennad 22

1  Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioù. Petra ‘zo ganit, pa’z eo pignet da holl bobl war an toennoù?

2  Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n’int ket lazhet gant ar c’hleze, n’int ket lazhet en emgann.

3  Da holl bennoù o deus tec’het a-gevret, ereet int bet gant ar waregerien. Da holl re hag a zo bet kavet, a zo bet ereet a-gevret, pa oant o tec’hout da bell.

4  Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c’hwervded. Na hastit ket frealziñ ac’hanon diwar-benn diskar merc’h va fobl.

5  Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoù, e traonienn ar gweledigezhioù; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoù a estrenvan.

6  Elam en deus kemeret e glaouier-biroù, hag e oa kirri leun a dud hag a varc’hegerien; Kir en deus tennet e skoed er-maez.

7  Da draoniennoù kaerañ a oa leun a girri, ar varc’hegerien o deus en em renket dirak da zorojoù,

8  tennet eo bet ar pezh a c’holoe Juda, hag en deiz-se e selles etrezek harnezioù ti ar forest.

9  Gwelet hoc’h eus ar freuzoù niverus graet da gêr David, ha dastumet hoc’h eus an doureier eus ar stank izelañ,

10  niveret hoc’h eus tiez Jeruzalem, diskaret hoc’h eus anezho evit kreñvaat ar voger,

11  graet hoc’h eus ivez ur mirlec’h etre an div voger, evit doureier ar stank kozh. Met n’hoc’h eus ket sellet ouzh an hini en deus graet kement-mañ, n’hoc’h eus ket gwelet an hini en deus e gempennet pell ‘zo.

12  E-pad ma c’halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c’hourizañ ar sac’h,

13  setu joa ha levenez, lazhañ a reer ejened, lazhañ a raed deñved, debriñ a raed kig, evañ a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc’hoazh e varvimp!

14  AOTROU an armeoù en deus lavaret da’m divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc’h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.

15  Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Kae da gavout an teñzorier-mañ, Sebna, mirour ar palez, ha lavar:

16  Petra ‘zo dit amañ? Piv a zo eus da diegezh amañ, ma ec’h eus toullet ur bez amañ evidout? Kleuzañ a ra ur bez dezhañ war an uhel, ha kizellañ a ra evitañ ul lojeiz er roc’h!

17  Setu, an AOTROU az taolo pell gant ur vrec’h nerzhus, da c’holeiñ a raio a-dra-sur,

18  da lakaat a raio du ruilhañ, ruilhañ evel ur bellenn etrezek un douar ledan ha bras, eno e varvi, eno e vi kirri da c’hloar, o mezh ti da vestr!

19  Me a argaso ac’hanout eus da garg, lamet e vi kuit eus da lec’h.

20  En deiz-se e c’halvin va servijer Eliakim mab Hilkija,

21  e wiskañ a rin gant da doneg, e c’hourizañ a rin gant da c’houriz, lakaat a rin da c’halloud etre e zaouarn, hag e vo un tad evit tud Jeruzalem hag evit ti Juda.

22  Lakaat a rin war e skoaz alc’hwez ti David, digeriñ a raio ha den ne serro, serriñ a raio ha den ne zigoro.

23  E lakaat a rin evel un tach en ul lec’h sur, bez’ e vo evel un tron a c’hloar evit ti e dad,

24  hag e vo staget outañ holl c’hloar ti e dad, an diskennidi bras ha bihan, an holl listri bihan, adalek an tasoù betek ar jarloù.

25  En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, an tach lakaet en ul lec’h sur a vo tennet, lamet e vo kuit hag e kouezho, hag ar samm a zouge a vo distrujet, rak an AOTROU en deus komzet.

 

Pennad 23

1  Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c’heloù eus bro Gitim.

2  Bezit didrouz, tud a zo o chom war an aod, c’hwi hag a oa leuniet gant marc’hadourien Sidon, ar re a genrede ar mor.

3  A-dreuz an doureier bras, ed Shihor hag eost ar stêr a oa he leve; hi a oa marc’hallac’h ar broadoù.

4  Bez mezhek, o Sidon! Rak evel-henn en deus komzet ar mor, kreñvlec’h ar mor: Ne’m eus ket gouzañvet gwentloù, ne’m eus ket ganet, ne’m eus ket maget a dud yaouank, na desavet plac’hed yaouank.

5  Pa zeuio ar c’heloù-se d’an Ejipt, e krenint o klevout petra eo c’hoarvezet gant Tir.

6  Tremenit da Darsiz, huanadit, tud a zo o chom war an aod.

7  Hag eo honnezh ho kêr laouen, an hini a sav d’an amzer gozh? He zreid he doug da vont da chom en ur vro pell.

8  Piv en deus divizet an traoù-se a-enep Tir, ar gêr a lodenn ar c’hurunennoù, a oa pennoù-bras he marc’hadourien, ha re vrasañ an douar he c’henwerzherien.

9  AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc’hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.

10  Kenred da vro evel ur stêr, o merc’h Tarsiz! N’eus ken a ere.

11  An AOTROU en deus astennet e zorn war ar mor, lakaet en deus ar rouantelezhioù da grenañ, roet en deus un urzh a-enep Kanaan: distrujañ e greñvlec’hioù,

12  ha lavaret en deus: Ne gendalc’hi ken da laouenaat, o merc’h Sidon, gwerc’hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.

13  Setu bro ar Galdeiz, ar re ha ne oant ket ur bobl gwechall; Ashur a roas ar vro-se da dud ar gouelec’h. Sevel a rejont tourioù, distrujañ a rejont palezioù Tir, he lakaat a rejont en distruj.

14  Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo ho nerzh!

15  En amzer-se e vo ankounac’haet Tir e-pad dek vloaz ha tri-ugent, hervez padelezh buhez ur roue, hag a-benn dek vloaz ha tri-ugent e vo eus Tir evel eus ar c’hast a gomz ar ganaouenn anezhi:

16  Kemer an delenn, tremen kêr, o gast ankounac’haet! Dit da reiñ da glevout tonioù kaer ha kanaouennoù niverus, evit ma vo soñj ac’hanout.

17  A-benn dek vloaz ha tri-ugent, an AOTROU a weladenno Tir, a zistroio d’he gounid dic’hlan, hag en em roio d’ar gastaouerezh gant holl rouantelezhioù an douar a zo war zremm ar bed.

18  Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d’an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m’o devo o gwalc’h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.

 

Pennad 24

1  Setu, emañ an AOTROU o vont da c’houlloiñ an douar ha d’e ziwiskañ, eilpennañ a raio e c’horre, hag e stlabezo an dud anezhañ.

2  Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c’hredour evel gant an dleour.

3  An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.

4  An douar a zo e kañv ha faezh, ar bed a zo mantret ha faezh, pobloù brasañ an douar a zo mantret.

5  An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc’hraet o deus an emglev peurbadus.

6  Abalamour da-se eo lonket an douar gant ar vallozh, e annezerien a zoug o foan, tud an douar a zo kuzumet, ne chom ken nemet nebeut a dud.

7  Ar gwin nevez a zo trist, ar winienn a zo goeñvet, ar re holl a oa laouen o c’halon a huanad.

8  Paouezet eo levenez an taboulinoù, echuet eo trouz ar re a laouenae, paouezet eo levenez an delenn.

9  Ne vo ken evet ar gwin en ur ganañ, an evajoù kreñv a vo c’hwerv d’ar re a ev anezho.

10  Kêr dizoare a zo distrujet, pep ti a zo serret, n’eer ken ennañ.

11  Krial a reer er straedoù pa n’eus ket a win, pep levenez a zo troet e teñvalijenn, joa an douar a zo aet kuit.

12  Ne chom nemet glac’har e kêr, an nor a gouezh a-dammoù dindan an taolioù.

13  Evel-se eo e-kreiz an douar, e-touez ar pobloù, evel pa vez hejet ar wezenn-olivez, hag evel pa vez raspaet goude ar vendem.

14  Sevel a raint o mouezh, hag e laoskint kriadennoù a levenez; eus harzoù ar mor e kanint meurded an AOTROU.

15  Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.

16  Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d’an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c’hanazed a ra taolioù-ganas, ar c’hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!

17  Ar spouron, ar poull hag ar roued a zo warnout, o annezer an douar!

18  An hini a dec’ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloù an nec’h a zigor, ha diazezoù an douar a gren.

19  An douar a zo roget! An douar a zo torret! An douar a zo brallet taer!

20  An douar a horjell evel un den mezv, hag a horjell! Treuzkaset eo evel ul logell! Pouezañ a ra warnañ e bec’hed, kouezhañ a raio ha ne adsavo ket ken.

21  En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec’h, a zo en nec’h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.

22  Dastumet e vint evel ar re zalc’het en un toull-bac’h, klozet en ur prizon, hag a-benn kalz a zevezhioù e vint kastizet.

23  Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c’hloar dirak e henaourien.

 

Pennad 25

1  AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac’h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell ‘zo a zo sur ha gwirion.

2  Eus ar gêr ec’h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n’eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.

3  Abalamour da-se ar pobloù galloudek a ro gloar dit, kêrioù ar broadoù nerzhus a zoujo ac’hanout,

4  rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c’hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.

5  Diskar a rez safar an diavaezidi, evel an tommder war un douar sec’h, evel ma vez diskaret an tommder dindan skeud ur goumoulenn. Kan ar re spontus a vo izelaet.

6  AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.

7  Hag e lamo kuit, war ar menez-mañ, ar ouel a c’holo dremm an holl bobloù, ar c’holoenn astennet war an holl vroadoù.

8  Lonkañ a raio ar marv en trec’h; an Aotrou AOTROU a sec’ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec’hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.

9  En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac’hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.

10  Rak dorn an AOTROU en em lakaio war ar menez-mañ, ha Moab a vo mac’het dindanañ, evel ma vez mac’het ar plouz en ur poull teil.

11  Aze ec’h astenno e zaouarn, evel ma astenn anezho an neuñvier da neuñvial, hag ec’h izelaio o lorc’h ha touell o daouarn.

12  Hag e tiskaro kreñvlec’h an difennoù uhelañ eus da vogerioù, e bilat a raio, e deurel a raio d’an douar er boultrenn.

 

Pennad 26

1  En deiz-se e vo kanet ar c’hantik-mañ e bro Juda: Ur gêr greñv hon eus, ar silvidigezh a vo lakaet enni evit moger-difenn hag evit ramparzh.

2  Digorit an dorojoù, ma teuio e-barzh ar vroad reizh, an hini a vir ar fealded.

3  Mirout a rez ur peoc’h asur d’an hini a zo nerzhus e galon, dre m’en em fiz ennout.

4  En em fiziit da virviken en AOTROU, rak en Aotrou AOTROU eo roc’h ar c’hantvedoù.

5  Lakaat a ra da ziskenn ar re a zo o chom en nec’h, pilat ar ra ar gêr savet e-krec’h, he fil betek an douar, he zaol er boultrenn.

6  Mac’het eo gant an treid, gant treid ar beorien, dindan kammedoù an ezhommeien.

7  Hent an hini reizh a zo eeun, hag e plaenaez e hent d’an den reizh.

8  Ya, da c’hortozomp, o AOTROU, en hent da varnedigezhioù! Da anv ha da eñvor eo c’hoant hon ene.

9  Va ene a c’hoanta ac’hanout en noz. Em c’hreizon va spered a glask ac’hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.

10  Hag e vo graet trugarez d’an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.

11  AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c’hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.

12  AOTROU, ar peoc’h a roi deomp, rak kement a reomp, te eo an hini en peurc’hra ennomp.

13  AOTROU hon Doue, aotrounez all egedout o deus renet warnomp, met drezout nemetken e c’hellomp gervel da anv.

14  Marv int ha ne vevint ket ken, aet int da get ha ne savint ket ken, o c’hastizet hag o distrujet ec’h eus, kaset ec’h eus zoken da netra o eñvor.

15  Kresket ec’h eus ar vroad, AOTROU, kresket ec’h eus ar vroad, hag ar c’hloar a zo roet dit. Astenn holl harzoù an douar!

16  AOTROU, en o estrenvan ez ejont da’z kavout, stlabezet o deus o c’hlemmoù pa’z eo bet da gastiz warno.

17  Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c’houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!

18  Koñsevet hon eus, gouzañvet hon eus gwentloù, n’hon eus ganet nemet avel, n’hon eus ket dezouget ar silvidigezh d’an douar, na lakaet da c’henel tud er bed.

19  Da re varv a vevo! Va c’horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c’hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.

20  Kae va fobl, kae da’z kambroù, serr an dorojoù war da lerc’h, en em guzh evit ur pennad bihan, betek ma vo tremenet ar gounnar.

21  Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec’h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.

 

Pennad 27

1  En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.

2  En deiz-se e vo kanet diwar-benn ar winienn dudius.

3  Me eo an AOTROU, an hini he diwall; me he douro e pep amzer, me he miro noz-deiz, gant aon na vefe graet droug dezhi.

4  N’eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviñ a rin a-unvan,

5  nemet e c’houlennfed diganin va gwarez, ra vo graet ar peoc’h ganin, ra vo graet ar peoc’h ganin.

6  Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio hag a daolo bountoù, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.

7  An AOTROU, ha skoet en deus gant e bobl evel m’eo bet ar re o doa skoet ganti? Israel, ha lazhet eo bet evel m’eo bet ar re o doa lazhet anezhi?

8  Gant muzul eo ec’h eus he c’hastizet, en ur gas anezhi kuit, pa voe argaset gant c’hwezh un avel greñv, e deiz avel ar sav-heol.

9  Evel-se e vo dic’haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec’hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù (= doueezoù) ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.

10  Rak ar gêr greñv a vo glac’haret, ar chomlec’h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec’h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c’hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.

11  Pa vez sec’h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc’hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n’he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c’hrouet n’en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.

12  En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!

13  En deiz-se e vo sonet gant ar shofar (= trompilh e korn maout), hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.

 

Pennad 28

1  Gwalleur da gurunenn lorc’hus mezvierien Efraim, d’ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.

2  Setu, unan nerzhus ha kreñv ‘zo gant an AOTROU, unan heñvel ouzh un arnev grizilh, heñvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heñvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o liñvañ; teurel a ra kement-se d’an douar gant e zorn.

3  Mac’het e vo gant an treid kurunenn lorc’hus mezvierien Efraim.

4  Hag ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us d’an draonienn strujus, evel ur frouezhenn darev a-raok an hañv, a vo gwelet, ha kerkent ha ma vo en dorn, e vo lonket.

5  En deiz-se e vo AOTROU an armeoù ur gurunenn skedus hag un talgen a c’hloar evit an nemorant eus e bobl,

6  ur spered a varnedigezh evit an hini a zo azezet war gador ar varnedigezh, hag un nerzh evit ar re a gas en-dro an enebour o stourm outo ouzh an nor.

7  Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh.

8  An holl daolioù a zo leun a zislonkadurioù hag a lastez, ha ne chom lec’h ebet.

9  Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?

10  Rak ret eo reiñ kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amañ, un tamm aze.

11  Evel-se, dre un haketerezh a vuzelloù hag en ur yezh estren eo e komzo ouzh ar bobl-mañ.

12  Lavaret en devoa dezho: Amañ emañ an diskuizh, lezit da ziskuizhañ an hini a zo bec’hiet, amañ emañ an distan. Met n’eo ket bet fellet dezho selaou.

13  Setu perak komz an AOTROU a vo dezho kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amañ, un tamm aze, evit ma kouezhint war o c’hein en ur gerzhout ha ma vint torret, evit ma kouezhint en ur stign ha ma vint paket.

14  Selaouit eta komz an AOTROU a ren war ar bobl-mañ a Jeruzalem, tud goapaerien:

15  Dre ma hoc’h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc’had gant lec’h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac’hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.

16  En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.

17  Lakaat a rin ar varnedigezh da vezañ eeun hag ar reizhder da vezañ rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou.

18  Hoc’h emglev gant ar marv a vo kaset da netra, ho marc’had gant lec’h ar marv ne zalc’ho ket; pa dremeno ar walenn o liñvañ, e viot flastret ganti.

19  Kerkent ha ma tremeno e krogo ennoc’h, rak tremen a raio beure goude beure, en deiz hag en noz; hag ar spont hepken a vo he c’hemennadenn.

20  Ar gwele a vo re verr evit en em astenn ennañ, ar c’holoenn a vo re strizh evit en em c’holeiñ ganti.

21  Sevel a raio an AOTROU evel e menez Perazim, e kounnaro evel e traonienn Gabaon, evit ober e labour, e labour dizanavez, hag evit kas da benn e oberenn, e oberenn zivoas.

22  Ha bremañ, na rit ket goap, gant aon na vefe adstardet hoc’h ereoù, rak klevet em eus penaos eo merket an distruj gant an Aotrou, AOTROU an armeoù, a-enep an holl vro.

23  Roit ho skouarn, selaouit ouzh va mouezh, bezit evezhiek, klevit va gerioù.

24  An hini a dro douar evit hadañ, hag e troio douar dalc’hmat? Hag e vo dalc’hmat o tigeriñ hag o terriñ moudennoù e zouar?

25  P’en devo plaenaet ar gorre, ha ne skuilho ket an aned? Ha ne hado ket ar c’houmin? Ha ne lakaio ket ar gwinizh a-renk, an heiz el lec’h merket, ar yell war ar ribloù?

26  E Zoue a zesk dezhañ ar reolenn da heuliañ.

27  Rak an aned ne vez ket gwasket gant ar ruilh, war ar c’houmin ne vez ket lakaet da dreiñ rod ar c’harr, met e vez pilet an aned gant ur wialenn hag ar c’houmin gant ur vazh.

28  Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc’hmat; bountañ a reer rod ar c’harr ha treid ar c’hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ.

29  Kement-se a zeu ivez eus AOTROU an armeoù. Burzhudus eo e guzul, ha bras-meurbet e furnez.

 

Pennad 29

1  Gwalleur da Ariel, da Ariel, ar gêr ma kampas David enni! Lakait bloaz war vloaz, ra vo lazhet an aberzhoù.

2  Hag e stardin Ariel, ne vo nemet garmoù ha klemmoù, hag e vo evidon evel un Ariel (= Leon Doue).

3  Me a gampo en-dro dit hag a-enep dit, da sezizañ a rin gant tourioù, hag e savin a-enep dit kreñvadurioù.

4  Izelaet e vi, komz a ri evel a-zindan an douar, da c’her a zeuio damvouget gant ar poultr, da vouezh a bigno eus an douar evel hini ur goulennataer speredoù, da c’her a vo evel ur grozmol o tont eus ar poultr.

5  Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud c’halloudek evel plouz o nijal, hag e c’hoarvezo a-daol-trumm.

6  Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.

7  Hag evel ma c’hoarvez en un huñvre pe en ur weledigezh noz, evel-se e vo eus an holl vroadoù niverus a vrezelo a-enep Ariel, eus ar re holl a grogo enni hag en he c’hreñvlec’h, eus ar re a stardo anezhi.

8  Evel ma huñvre un den marnaoniet emañ o tebriñ, ha pa zihun e ene a zo goullo, evel ma huñvre un den sec’hedet emañ oc’h evañ, ha pa zihun ez eo dinerzh hag e ene a zo langisus, evel-se e vo gant maread an holl vroadoù a vrezelo a-enep Menez Sion.

9  Bezit sebezet, bezit souezhet! Serrit ho taoulagad ha bezit dallet! Mezv int, met n’eo ket gant gwin, brañsellat a reont, met n’eo ket gant evajoù kreñv.

10  Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc’h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.

11  An holl weledigezhioù a zo deuet evidoc’h evel komz ul levr siellet, a vefe roet da un den o c’houzout lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: Ne c’hellan ket rak siellet eo.

12  Pe a vefe roet da un den na oar ket lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: N’ouzon ket lenn.

13  Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac’hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c’halon, ha dre ma’z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c’hourc’hemennoù tud,

14  en abeg da-se e kendalc’hin d’ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.

15  Gwalleur d’ar re a guzh don o c’hoantoù diouzh an AOTROU, d’ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?

16  Tud fall ez oc’h! Ar poder, hag e vo doujet evel ar pri? Hag e lavaro un oberenn diwar-benn an hini en deus he graet: N’en deus ket graet ac’hanon? Hag e lavaro an dra stummet diwar-benn an hini en deus he stummet: Ne anavez netra?

17  C’hoazh un nebeudig amzer hag e vo troet al Liban en ul liorzh frouezhus, hag al liorzh frouezhus a vo sellet evel ur goadeg.

18  En deiz-se e klevo ar vouzared komzoù al levr, ha daoulagad an dalled a welo, rak dieubet ez int eus an amc’houloù hag eus an deñvalijenn.

19  Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.

20  Rak ar gwasker ne vo ken, ar goapaer a vo distrujet, ar re a evesha ma vefe graet an direizhder a vo lamet kuit,

21  evel ar re a varn un den kablus evit ur gomz hepken, a stegn pechoù d’ar reizher ouzh an nor, a ro lamm d’an den reizh gant o zouelloù.

22  En abeg da-se evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti Jakob, eñ hag en deus dasprenet Abraham: Jakob ne vo ken mezhek, hag e zremm ne zrouklivo ken.

23  Rak pa welo e vibien, oberenn va daouarn en e greiz, e santelaint va anv, e santelaint Sant Jakob, hag e toujint Doue Israel.

24  Ar re a oa dianket o spered a zeuio da vezañ skiantek, ar re a grozmole a zesko ar gelennadurezh.

 

Pennad 30

1  Gwalleur d’ar vibien disent, eme an AOTROU, ar re a gemer kuzul met n’eo ket diganin, ar re a ra emglevioù met n’eo ket gant va Spered, evit daspugn pec’hed war bec’hed,

2  ar re a ya en hent da ziskenn en Ejipt hep bezañ goulennet digant va genoù, evit klask goudor didan galloud Faraon, hag evit kavout repu e skeud an Ejipt.

3  Neuze galloud Faraon a vo ho mezh, ha repu e skeud an Ejipt a vo ho tismegañs.

4  Pennoù ar bobl a zo e Zoan, aet eo ar gannaded betek Hanez.

5  Holl e vint mezhek en abeg d’ur bobl na servijo dezho da netra, na vo ket ur skoazell nag ur sikour, met a vo ur vezh hag un dismegañs evito.

6  Diougan diwar-benn loened ar c’hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.

7  Rak sikour an Ejipt ne vo nemet moged ha netra; setu perak em eus anvet kement-se: Trouz bras evit netra.

8  Kae bremañ, merk kement-mañ war un daolenn dirazo, skriv kement-mañ war ul levr, ma chomo evit an amzer da zont, bepred ha da virviken.

9  Rak ur bobl disent ez int, mibien c’haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,

10  hag a lavar d’an diouganerien: Na welit ket! ha d’ar brofeded: Na brofedit ket ar wirionez, lavarit traoù plijus, profedit touelloù,

11  it kuit eus an hent, distroit diwar ar wenodenn, lamit Sant Israel a-zirak hon daoulagad!

12  En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mañ, evit kaout fiziañs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpañ war an traoù-mañ,

13  en abeg da-se e vo evidoc’h an drougiezh-mañ evel freuz ur voger uhel o kinnig kouezhañ en ur faoutañ, hag en em vruzun a-daol-trumm.

14  En em vruzunañ a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoù na gaver ket un darbod evit tennañ tan eus an oaled pe evit tennañ dour eus ar puñs-glav.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, Sant Israel: En ur zistreiñ ouzhin hag en ur chom sioul e vefec’h salvet, en diskuizh hag er fiziañs e vefe ho nerzh. Met n’eo ket bet fellet deoc’h.

16  Lavaret hoc’h eus: Nann, ni a dec’ho kuit war varc’h! Neuze e tec’hot. Lavaret hoc’h eus: Pignat a raimp war gezeg-red skañv! Neuze ar re a redo war ho lerc’h a vo skañv.

17  Mil ac’hanoc’h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec’hot, ken na chomo ac’hanoc’h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec’hienn.

18  Koulskoude an AOTROU a c’hortoz evit ober trugarez deoc’h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc’h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!

19  Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac’hanout, e selaouo ouzhit.

20  An AOTROU a roio deoc’h ar bara a enkrez hag an dour a c’hlac’har, met da gelennerien ne dec’hint ket ken, da zaoulagad a welo da gelennerien.

21  Ha pa’z eot a-zehou pe a-gleiz, da zivskouarn a glevo a-dreñv dit ur vouezh a lavaro: Amañ emañ an hent, kerzhit ennañ.

22  Sellout a reot evel dic’hlan ar golo arc’hant eus ho skeudennoù kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoù teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac’hann!

23  Kas a raio glav war da had az po hadet en da zouar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoù bras.

24  An ejened hag an ezen, hag a labour an douar, a zebro boued mat, a vo gwentet gant ar bal hag ar c’hrouer.

25  War bep menez uhel ha war bep krec’hienn savet, e vo gwazhioù-dour ha froudoù, da zeiz al lazhadeg veur, pa gouezho an tourioù.

26  Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc’h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.

27  Setu e teu anv an AOTROU eus a-bell, entanet eo e gounnar, pounner e vec’h, leun a imor eo e vuzelloù, e deod a zo evel un tan loskus,

28  e Spered a zo evel ur froud o tic’hlannañ, a dapo betek ar gouzoug, evit stlabezañ ar broadoù gant benveg an distruj; hag e vo lakaet ouzh javedoù ar pobloù ur brid d’o diankañ.

29  Kanañ a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc’h Israel.

30  An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec’h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.

31  Ouzh mouezh an AOTROU e kreno an Asiriad, skeiñ a raio warnañ gant e vazh.

32  E pep lec’h ma tremeno ar wialenn, ha ma he lakaio an AOTROU da gouezhañ warnañ, e vo klevet an taboulinoù hag an telennoù; stourm a raio outañ gant e zorn astennet.

33  Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed (= lec’h an tan) evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.

 

Pennad 31

1  Gwalleur d’ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d’ar re en em harp war gezeg, d’ar re a laka o fiziañs er c’hirri dre ma’z int kalz, hag er varc’hegerien dre ma’z int nerzhus, d’ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU.

2  Koulskoude, eñ eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioù da zont, ne dorr ket e gomzoù, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder.

3  An Ejipsianed a zo tud, n’int ket Doue. O c’hezeg a zo kig, n’int ket Spered. An AOTROU a astenno e zorn, an diwaller a vo diskaret, an hini diwallet a gouezho, o-daou a vo kaset da get.

4  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh, pa’z eo galvet mesaerien a-niver a-enep dezhañ, evel n’eo ket spontet gant o mouezh ha n’en deus ket aon rak an niver anezho, evel-se e tiskenno AOTROU an armeoù da stourm war Venez Sion ha war e grec’hienn.

5  Evel ma’c’h astenn al laboused o eskell, evel-se e warezo AOTROU an armeoù Jeruzalem, gwareziñ ha dieubiñ a raio, goleiñ ha saveteiñ.

6  Distroit d’an Hini e oac’h ken en em bellaet dioutañ, mibien Israel.

7  En deiz-se pep hini ac’hanoc’h a daolo kuit e idoloù arc’hant hag e idoloù aour, hoc’h eus graet gant ho taouarn evit pec’hiñ.

8  An Asiria a gouezho dre ur c’hleze na vo ket hini un den, hag ar c’hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec’hout a raint kuit dirak ar c’hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi.

9  Gant an aon ez aint d’o c’hreñvlec’h, o renerien a vo spontet dirak ar banniel, eme an AOTROU, an Hini emañ e dan e Sion hag e fornez e Jeruzalem.

 

Pennad 32

1  Setu, ur roue a reno hervez ar reizhder, ha priñsed a c’houarno gant eeunder.

2  Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec’h sec’h, evel skeud ur roc’h vras war un douar kras.

3  Neuze daoulagad ar re a wel ne vint ken dall, divskouarn ar re a glev a vo evezhiek,

4  kalon ar re skañv a intento an anaoudegezh, teod ar re valbouz a gomzo buan ha sklaer,

5  ne vo ken anvet jentil an hini diskiant, ne vo ken anvet hael an toueller.

6  Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d’ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec’hed.

7  Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c’hlac’haret, zoken pa gomz reizh ar paour.

8  Met an denjentil en deus mennadoù jentil, hag e kendalc’ho gant oberennoù jentil.

9  Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc’hed dibalamour, roit ho skouarn da’m ger!

10  A-benn ur bloavezh hag un deiz bennak e nec’hot, c’hwi hag a zo dibalamour, rak ar vendem a c’hwito, ha ne zeuio ket an eost.

11  Krenit, c’hwi hag a zo diskiant! Nec’hit, c’hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.

12  Hag e skoint war boull o c’halon o kaout soñj eus ar maezioù kaer hag eus ar gwiniennoù frouezhus.

13  War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gêr laouen.

14  Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec’hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c’hoario enno, an tropelloù a beuro enno,

15  ken na vo skuilhet warnomp ar Spered eus an nec’h, ha ma vo troet ar gouelec’h en ul liorzh frouezhus, ha ma vo sellet al liorzh frouezhus evel ur goadeg.

16  An eeunder a vo o chom er gouelec’h, hag ar reizhder a raio e chomaj el liorzh frouezhus.

17  Oberenn ar reizhder a vo ar peoc’h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.

18  Va fobl a vo o chom en un annez peoc’hus, e tiez sur, e lec’hioù diskuizhus ha sioul.

19  Met ar goadeg a vo diskaret dindan ar grizilh, ha kêr a vo izelaet-kenañ.

20  Eürus, c’hwi hag a had e-kichen an doureier, hag a lez troad an ejen hag an azen da vont dishual.

 

Pennad 33

1  Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n’out ket bet distrujet, hag a douell ha n’out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.

2  AOTROU, az pez truez ouzhimp! Ni a zo en gortoz ac’hanout. Bez o brec’h adalek ar beure, hag hor silvidigezh en amzer ar glac’har.

3  Ar pobloù o deus tec’het dirak trouz ar safar, ar broadoù a zo en em stlabezet pa’z oas en em savet.

4  Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.

5  An AOTROU a zo uhelsavet rak emañ o chom el lec’hioù uhel; leuniet en deus Sion a eeunder hag a reizhder.

6  Surentez da zeizioù, nerzh da silvidigezh, furnez, anaoudegezh: doujañs an AOTROU a vo da deñzor.

7  Setu ma kriont er straedoù an dud kreñv, ha ma ouel gant c’hwervder ar gannaded a beoc’h.

8  An hentoù a zo didud, n’eus ket ken a veajourien, torret en deus an emglev, disprizet en deus ar c’hêrioù, ne ra van ebet eus an dud.

9  An douar a zo e kañv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C’harmel a zo brañsellet.

10  Bremañ e savin, eme an AOTROU, bremañ e vin uhelaet, bremañ e vin uhelsavet.

11  Koñseviñ a reot foenn, genel a reot plouz, ho c’hwezh a lonko ac’hanoc’h evel tan.

12  Ar pobloù a vo evel fornezioù plastr, evel drein troc’het a zev en tan.

13  C’hwi hag a zo pell, selaouit ar pezh am eus graet, ha c’hwi hag a zo tost, anavezit va nerzh.

14  Ar bec’herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac’hanomp a c’hello derc’hel gant un tan loskus? Piv ac’hanomp a c’hello derc’hel gant flammoù peurbadus?

15  An hini a gerzh er reizhder hag a gomz gant eeunder, a daol kuit ar gounid dizonest, a hej e zaouarn evit tremen hep kemer profoù, a stouv e zivskouarn evit chom hep klevout komzoù gwadus, a serr e zaoulagad evit tremen hep gwelout an droug,

16  hennezh a vo o chom el lec’hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.

17  Da zaoulagad a welo ar roue en e gaerder, sellout a raint ouzh an douar er pelloù.

18  Da galon a brederio war ar spontadennoù: Pelec’h emañ an hini a skriv? Pelec’h emañ an hini a bouez? Pelec’h emañ an hini a gont an tourioù?

19  Ne weli ken ar bobl lorc’hus, ur bobl deñval he yezh ha na intenter ket, gant un teod oc’h haketal ha na gomprener ket.

20  Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec’h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c’hordennoù.

21  Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez’ eo evel stêrioù, stêrioù-meur ledan, e-lec’h ne yelo ket ar bigi dre roeñvoù, e-lec’h ne dremeno ket al listri bras.

22  Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac’hanomp.

23  Da gerdin a zo distardet, ne c’hellont ket ken bezañ dalc’het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.

24  Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me ‘zo klañv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.

 

Pennad 34

1  Tostait, broadoù, da selaou! Ha c’hwi, pobloù, bezit evezhiek! Ra selaouo an douar, ha kement a zo ennañ! Ar bed ha kement a zeu diwarnañ!

2  Rak emañ kounnar an AOTROU war an holl vroadoù, e fulor war an holl armeoù, o lakaet en deus da verz, o roet en deus d’al lazhadeg.

3  O re varv a vo taolet er-maez, o c’horfoù-marv a laosko c’hwezh ar vreinadurezh d’en em skignañ, ar menezioù a ziruilho gant o gwad.

4  Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.

5  Rak va c’hleze a zo mezviet en neñvoù, setu ez an da ziskenn war Edom ha war ar bobl am eus lakaet da verz, evit he barn.

6  Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc’hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom.

7  Ganto e kouezho ar bualed, hag al leueoù gant ar c’holeoù, an douar a vo mezviet a wad, ar poultr leuniet a zruzoni.

8  Rak devezh veñjañs an AOTROU eo, bloavezh an daskor e-keñver gwirioù Sion.

9  He froudoù a vo troet e peg, he foultr e soufr, he douar a zeuio da vezañ peg entanet,

10  na vo lazhet na deiz na noz; he mogedenn a bigno da viken, glac’haret e vo a oad da oad, den ne dremeno ken drezi, da viken.

11  Ar pilikant hag an heureuchin, ar gaouen hag ar vran a vo o chom enni. Astennet e vo warni kordenn-rezañ an dizoare ha live ar goullo.

12  He re vras a embanno n’eus ket ken a rouantelezh, hec’h holl briñsed a vo kaset da netra.

13  Ar spern a gresko en he falezioù, an drez hag an askol en he c’hreñvlec’hioù. Eno e vo toulloù an aourgon ha tiez ar struskañvaled.

14  Eno en em gavo loened gouez ar gouelec’h gant loened gouez an inizi. Eno e yudo ar bouc’hed an eil d’egile. Eno e kludo an toud hag a gavo diskuizh ennañ.

15  Eno e raio an naer he neizh, dozviñ a raio he vioù hag o lakaio da ziflukañ, hag e vodo he re vihan dindan he skeud. Eno en em zastumo ar bultured an eil gant egile.

16  Klaskit e levr an AOTROU ha lennit: Hini anezho ne vanko, nag an eil nag egile ne vo diank, rak e c’henoù eo en deus gourc’hemennet, e Spered eo a zastumo anezho.

17  Taolet en deus ar sord evito, e zorn en deus lodennet an douar-se dezho gant ar gordenn, eno e vint o chom a oad da oad.

 

Pennad 35

1  Ar gouelec’h hag ar vro sec’h a laouenaio, al lec’h didud a sartaio hag a vleunio evel safron.

2  Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec’h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C’harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.

3  Kreñvait an daouarn dinerzhet, startait an daoulin semplaet.

4  Lavarit d’ar re nec’het o c’halon: Bezit kadarn, n’ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac’hanoc’h.

5  Neuze daoulagad an dalled a vo digoret, divskouarn ar vouzared a vo distouvet,

6  ar c’hamm a lammo evel ur c’harv, teod an hini mut a gano a levenez, rak doureier a strinko er gouelec’h ha froudoù el lec’h didud.

7  Al lec’h sec’h a vo troet en ul lenn, an douar disec’h e mammennoù-dour; en toulloù ma oa an aourgon o chom enno e vo ur park a gorz hag a vroen.

8  Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic’hlan. Bez’ e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n’en em ziankint ket.

9  Eno ne vo leon ebet, loen gouez ebet ne dremeno drezañ, n’en em gavint ket ennañ, met an dasprenidi a gerzho ennañ.

10  Ar re zic’haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec’h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez’ o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c’hlemmvan a dec’ho kuit.

 

Pennad 36

1  D’ar pevarzekvet bloaz eus ar roue Ezekia, e pignas Sankerib roue Asiria a-enep holl gêrioù-kreñv Juda hag e tapas anezho.

2  Goude-se roue Asiria a gasas Rabshake eus Lakish da Jeruzalem gant ul lu bras, a-enep roue Ezekia. Hag en em ziskouezas e-kichen kanol ar stank uhelañ, war hent park ar c’hommer.

3  Eliakim mab Hilkija, mirour ar palez, a yeas d’e gavout gant Sebna, ar sekretour, ha Joak mab Azaf, an diellour.

4  Rabshake a lavaras dezho: Lavarit da Ezekia: Evel-henn e komz ar roue bras, roue Asiria: Petra eo ar fiziañs-se en em harpez warni?

5  Me a lavar dit, n’int nemet komzoù, ret eo kaout kuzul ha nerzh evit ober brezel! Ha bremañ e piv ez out en em fiziet evit sevel a-enep din?

6  Setu, en em fiziout a rez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se, hag a doull hag a-dreuz dorn an hini en em harp warni; evel-se eo Faraon, roue an Ejipt, evit an holl re en em fiz ennañ.

7  Mar lavarez din: Ni en em fiz en AOTROU an Doue; ha n’eo ket an hini en deus Ezekia lakaet da vont diwar wel e uhellec’hioù hag e aoterioù, o lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mañ e stouot?

8  Ro eta ur gouestl da’m mestr roue Asiria, hag e roin dit daou vil marc’h, mar gellez kavout tud a-walc’h da vont warno.

9  Penaos e c’hellfes treiñ kein d’an disterañ gouarnour a-douez servijerien va mestr? Met en em fiziez en Ejipt en abeg d’ar c’hirri ha d’ar varc’hegerien.

10  Hag e vefe eta hep an AOTROU ez on pignet a-enep ar vro-mañ evit he distrujañ? An AOTROU eo en hini en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-mañ ha distruj anezhi.

11  Eliakim Sebna ha Joak a lavaras da Rabshake: Komz ouzh da servijerien e yezh arameek mar plij, rak intent a reomp anezhañ. Met na gomz ket e yezh ar Yuzevien, da zivskouarn ar bobl a zo war ar voger.

12  Rabshake a lavaras: Hag ez eo da’z kavout ha da gavout da vestr en deus va mestr degaset ac’hanon evit lavarout ar c’homzoù-se? Ha n’eo ket etrezek an dud a zo azezet war ar voger, evit lavarout dezho e tebrint o c’haoc’h hag ec’h evint o staot ganeoc’h?

13  Rabshake, ouzh en em zerc’hel an e sav, a grias a vouezh uhel e yezh ar Yuzevien: Selaouit komzoù ar roue bras, roue Asiria!

14  Evel-henn e komz ar roue: Ra ne douello ket Ezekia ac’hanoc’h, rak ne c’hello ket ho tieubiñ.

15  Ra ne lakaio ket Ezekia ac’hanoc’h d’en em fiziout en AOTROU en ur lavarout: An AOTROU ne vanko ket d’hon dieubiñ, hag ar gêr-mañ ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.

16  Na selaouit ket ouzh Ezekia, rak evel-henn e komz roue Asiria: Grit ar peoc’h ganin ha deuit da’m c’havout, hag e tebro pep hini ac’hanoc’h eus e winienn hag eus e wezenn-fiez, hag ec’h evo pep hini ac’hanoc’h dour eus e buñs,

17  ken na zeuin evit ho kas d’ur vro heñvel ouzh ho pro, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiennoù.

18  Ra ne douello ket Ezekia ac’hanoc’h en ur lavarout: An AOTROU a zieubo ac’hanomp. Doueoù ar broadoù, ha dieubet en deus unan anezho e vro diouzh dorn roue Asiria?

19  Pelec’h emañ doueoù Hamad hag Arpad? Pelec’h emañ doueoù Sefarvaim? Ha dieubet eo bet zoken Samaria diouzh va dorn?

20  E-touez holl doueoù ar broioù, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn?

21  Met int a davas ha ne respontjont ger dezhañ, rak ar roue en doa gourc’hemennet evel-se o lavarout: Ne respontot ket.

22  Eliakim mab Hilkija, mirour ar palez, Sebna, ar sekretour, ha Joak mab Azaf, an diellour, a zeuas da gavout Ezekia, roget o dilhad, hag e tisklêrjont dezhañ komzoù Rabshake.

 

Pennad 37

1  P’en doe klevet kement-se, ar roue Ezekia a rogas e zilhad, en em c’holoas gant ur sac’h hag a yeas e ti an AOTROU.

2  Kas a reas Eliakim mirour ar palez, ha Sebna ar sekretour, hag henaourien a-douez an aberzhourien, goloet gant seier, da gavout Izaia mab Amoz, ar profed.

3  Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekia: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs, rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n’eus ket a nerzh da wilioudiñ.

4  Marteze an AOTROU da Zoue en devo klevet komzoù Rabshake, a zo bet kaset gant e vestr roue Asiria da zismegañsiñ an Doue bev. Marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c’homzoù en deus klevet. Gra eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c’hoazh.

5  Servijerien ar roue Ezekia a zeuas eta da gavout Izaia.

6  Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d’ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na’z pez ket aon rak ar c’homzoù ec’h eus klevet, hag o deus va dismegañset drezo servijerien roue Asiria.

7  Setu ez an da lakaat ennañ ur spered a seurt ma tistroio d’e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c’hleze en e vro.

8  Rabshake a zistroas hag a gavas roue Asiria oc’h argadiñ Libna, rak klevet en doa e oa aet kuit eus Lakish.

9  Klevout a reas ar c’heloù-mañ diwar-benn roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. O vezañ klevet kement-se, e kasas kannaded da Ezekia o lavarout:

10  Evel-henn e komzot da Ezekia roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac’hanout da Zoue en em fiziez ennañ o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.

11  Setu, klevet ec’h eus petra o deus graet rouaned Asiria d’an holl vroioù ha penaos o deus distrujet anezho holl. Ha te a dec’hfe?

12  Doueoù ar broadoù hag a zo bet distrujet gant va zud-kozh, Gozan, Charan, Rezef, mibien Eden a oa e Telasar, ha dieubet o deus anezho?

13  Pelec’h emañ roue Hamad, roue Arpad, roue kêr Sefarvaim, Hena pe Ivva?

14  P’en doe resevet Ezekia al lizher eus dorn ar gannaded hag e lennet, e pignas da di an AOTROU; Ezekia a zisplegas anezhañ dirak an AOTROU.

15  Hag Ezekia a bedas an AOTROU o lavarout:

16  AOTROU an armeoù, Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac’h eus graet an neñv hag an douar!

17  AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou holl gomzoù Sankerib, en deus kaset evit dismegañsiñ an Doue bev!

18  Gwir eo, AOTROU, penaos rouaned Asiria o deus gwastet an holl vroioù, hag o bro o-unan,

19  ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.

20  Bremañ eta, AOTROU hon Doue, dieub ac’hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.

21  Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekia: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Pedet ec’h eus diwar-benn Sankerib roue Asiria,

22  setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac’hanout, c’hoarzhin a ra ouzhit, ar werc’hez merc’h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc’h, merc’h Jeruzalem.

23  Piv ac’h eus dismegañset ha goapaet? A-enep piv ec’h eus savet da vouezh, ha douget d’an nec’h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.

24  Dre da servijerien ec’h eus dismegañset an Aotrou, hag ec’h eus lavaret: Gant niver va c’hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec’hioù al Liban. Troc’hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C’harmel.

25  Toullet em eus puñsoù hag evet dour anezho, disec’het em eus gant solioù va zreid holl wazhioù-dour an Ejipt.

26  Ha ne’c’h eus ket desket penaos em eus kempennet kement-se abaoe pell ‘zo? Penaos abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d’en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c’hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.

27  O zud a zo dinerzhet, digalonekaet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c’hlasvez tener, evel foenn an toennoù, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.

28  Met anavezout a ran da chomlec’h, da zont ha da vont, ha da fulor a-enep din.

29  Dre ma’z out fuloret a-enep din, dre m’eo pignet da rogoni da’m divskouarn, lakaat a rin va c’hroched en da fronell ha va gweskenn en da vuzelloù, hag e lakain ac’hanout da zistreiñ gant an hent ez out deuet gantañ.

30  Ha setu ur sin evidout, Ezekia: Debret e vo er bloaz-mañ ar pezh a zeuio anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoù hag e tebrot ar frouezh anezho.

31  Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioù a-zindan hag a roio e frouezh a-us.

32  Rak dont a raio eus Jeruzalem un nemorant bennak, hag eus Menez Sion un nebeud tud a vo en em dennet. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.

33  Setu perak evel-henn a lavar an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gêr-mañ, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec’h enep.

34  Distreiñ a raio gant an hent ez eo deuet gantañ, ne zeuio ket er gêr-mañ, eme an AOTROU.

35  Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.

36  Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, kant pemp mil den ha pevar-ugent. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.

37  Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.

38  Evel ma oa oc’h azeuliñ e ti Nisrok e zoue, Adrammelek ha Sharezer e vibien a skoas outañ gant o c’hleze, hag e tec’hjont kuit da vro Ararad. E vab Esar-Haddon a renas en e lec’h.

 

Pennad 38

1  En amzer-se e voe Ezekia klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d’e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn a lavar an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.

2  Neuze Ezekia a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,

3  hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded ha gant eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da’z taoulagad! Hag Ezekia a skuilhas daeroù e-leizh.

4  Neuze e voe disklêriet komz an AOTROU da Izaia, o lavarout:

5  Kae ha lavar da Ezekia: Evel-henn a lavar an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet em eus da zaeroù, setu e lakaan pemzek bloavezh ouzhpenn war da zeizioù.

6  Me a zieubo ac’hanout, te hag ar gêr-mañ, diouzh dorn roue Asiria, hag e tiwallin ar gêr-mañ.

7  Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e peurc’hraio an AOTROU ar gomz en deus disklêriet:

8  Emaon o vont da lakaat da souzañ en-adreñv a zek derez skeud an derezioù en deus dija diskennet war horolaj-heol Achaz. Hag e kilas an heol eus dek derez diwar an derezioù en doa dija diskennet.

9  Skrid Ezekia roue Juda, pa voe klañv ha pa voe yac’haet eus e gleñved:

10  Lavarout a raen: Pa’z eo sioul va deizioù, mont a ran betek dorojoù lec’h ar marv, lamet eo diganin an nemorant eus va bloavezhioù.

11  Lavarout a raen: Ne welin ken an AOTROU war zouar ar re vev, ne welin ken den e-touez ar re a zo o chom er bed.

12  Va chomaj a zo lamet diganin evel teltenn ur mesaer, troc’het eo va buhez evel al lien a zistag ar gwiader diouzh ar stern; diouzh ar mintin d’an noz ez po va lamet kuit.

13  Soñjal a raen betek ar beure: evel ul leon, bruzunañ a raio va eskern; diouzh ar mintin d’an noz ez po va lamet kuit.

14  Grozmolat a raen evel ar wennili, huanadiñ a raen evel ar goulm, va daoulagad a zo aet skuizh o sellout ouzh an nec’h. AOTROU, bec’hiet on, bez va surentez.

15  Petra a lavarin? Komzet en deus ouzhin, hag eñ eo en deus henn graet. Kerzhout a rin uvel e-pad va bloavezhioù e c’hwervded va ene.

16  AOTROU, dre eno eo ar vuhez, aze emañ buhez va spered. Yac’haat a rez ac’hanon, reiñ a rez din da vevañ.

17  Va c’hwervded vras a zo troet e peoc’h, karet ec’h eus va ene hag e dennet eus poull an distruj, rak taolet ec’h eus a-drek da gein va holl bec’hedoù.

18  Lec’h ar marv ne veul ket ac’hanout, ar marv n’en em blij ket ennout; ar re a ziskenn er poull ne c’hellont ken gedal da fealded.

19  An hini bev, an hini bev, a veulo ac’hanout, evel ma ran hiziv; an tad a roio da anavezout da fealded d’e vibien.

20  An AOTROU eo va silvidigezh, hag e kanimp war hor binvioù-kerdin holl zeizioù hor buhez e ti an AOTROU.

21  Lavaret en doa Izaia: Ra vo kemeret ur bern fiez, da vezañ astennet evel ur palastr war ar gouli, hag e yac’haio.

22  Lavaret en doa Ezekia: Petra a vo da arouez din ma pignin da di an AOTROU?

 

Pennad 39

1  En amzer-se Merodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekia, rak en doa gouezet e oa bet klañv hag e oa yac’haet.

2  Ezekia a voe laouen a gement-se, hag e tiskouezas ti e draoù prizius, an arc’hant, an aour, al louzoù-frondus, an eoul prizius, e holl harnezioù, kement en em gave en e deñzorioù. Ne voe netra a gement na ziskouezas ket Ezekia en e di pe en e holl zomani.

3  Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekia, hag e lavaras dezhañ: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec’h ez int deuet da’z kavout? Ezekia a respontas: Deuet int da’m c’havout eus ur vro bell, eus Babilon.

4  Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekia a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n’eus netra em zeñzorioù ha na’m eus ket diskouezet dezho.

5  Neuze Izaia a lavaras da Ezekia: Selaou komz AOTROU an armeoù:

6  Setu e teuio an deizioù ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoù dastumet en o zeñzorioù betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.

7  Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re zeuet ac’hanout, bet ganet ac’hanout, evit bezañ eunuked e palez roue Babilon.

8  Neuze Ezekia a lavaras da Izaia: Komz an AOTROU ac’h eus disklêriet a zo mat. Hag e lavaras: Bez’ e vo peoc’h ha surentez e-pad va deizioù.

 

Pennad 40

1  Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.

2  Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c’halon, ha youc’hit dezhi ez eo echuet hec’h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.

3  Ur vouezh a gri er gouelec’h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;

4  pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec’hienn a vo izelaet, al lec’hioù gwariet a vo eeunaet, al lec’hioù torgennek a zeuio da vezañ plaenennoù;

5  gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhañ, rak genoù an AOTROU en deus komzet.

6  Ur vouezh a lavar: Youc’h! Hag e voe respontet: Petra a youc’hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.

7  Ar geot a zisec’h hag ar bleuñv a gouezh, pa dremen warno Spered an AOTROU; a-dra-sur, evel geot eo ar bobl.

8  Ar geot a zisec’h hag ar bleuñv a gouezh, met komz an AOTROU a chom da virviken.

9  Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na’z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!

10  An Aotrou AOTROU a zeuio gant galloud, ren a raio dre nerzh e vrec’h, e c’hopr a vo gantañ, hag e oberennoù dirazañ.

11  Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec’h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.

12  Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neñvoù? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c’hroched ar menezioù, hag ar c’hrec’hioù gant ar valañs?

13  Piv en deus mentet Spered an AOTROU? Piv a zo bet e guzulier, evit e gelenn?

14  Digant piv en deus kemeret kuzul? Piv en deus roet skiant dezhañ? Piv en deus kelennet dezhañ hent ar varnedigezh, kelennet dezhañ an anaoudegezh, diskouezet dezhañ gwenodenn ar poell?

15  Emañ ar broadoù evel ur banne o teverañ eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valañs; an inizi a zo sammedet evel traoùigoù munut.

16  Ne vefe ket a-walc’h eus al Liban evit an tan, ha ne vefe ket a-walc’h eus al loened evit al loskaberzh.

17  An holl vroadoù a zo evel netra dirazañ; evitañ ez int kontet evel mann ha distumm.

18  Ouzh piv ec’h hañvalot Doue? Gant peseurt heñveledigezh e keñveriot anezhañ?

19  Ar micherour a deuz ur skeudenn gizellet, an orfebour a wisk anezhi gant aour hag a ra dezhi chadennoù arc’hant.

20  An hini re baour evit kinnig kalz a zibab ur c’hoad divreinus hag a glask ur micherour ijinus, evit ober ur skeudenn gizellet na fiñvo ket.

21  Ha n’hoc’h eus ket a anaoudegezh? Ha n’hoc’h eus ket klevet? Ha n’eo ket bet lavaret deoc’h adalek ar penn kentañ? Ha n’hoc’h eus ket komprenet diazezadenn an douar?

22  Eñ eo an hini a zo azezet dreist boul an douar, ma’z eo ar re a zo o chom ennañ evel kilheien-raden. Eñ eo an hini a astenn an neñvoù evel ur ouel, hag o displeg evel un deltenn da chom enni.

23  Eñ eo an hini a gas ar briñsed da netra, hag a laka da vezañ evel mann barnerien an douar.

24  A-boan ma’z int plantet, a-boan ma’z int hadet, a-boan ma’z eo en em wriziennet en douar o c’hef, ma c’hwezh warno hag e tisec’hont, hag ar barr-amzer o c’has kuit evel plouz.

25  Ouzh piv ec’h hañvalot ac’hanon, da biv e vin par? eme ar Sant.

26  Savit ho taoulagad d’an nec’h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c’halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.

27  Perak e lavarez, Jakob, perak e komzez evel-henn, Israel: Kuzhet eo va hent ouzh an AOTROU, diverz eo va barnedigezh gant va Doue?

28  Ha n’ouzout ket? Ha ne’c’h eus ket e glevet? An AOTROU eo an Doue peurbadus, an hini en deus krouet pennoù an douar; n’eo na skuizh na faezh, ha ne c’heller ket furchal e skiant.

29  Reiñ a ra nerzh d’an hini a zo skuizh, kreskiñ a ra kreñvder an hini dic’halloud.

30  Ar grennarded en em skuizh hag en em faezh, an dud yaouank a vrañsell hag a gouezh,

31  met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d’an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.

 

Pennad 41

1  Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.

2  Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc’h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.

3  Redet en deus war o lerc’h, hag e tremen e peoc’h dre un hent n’en doa biskoazh aet e dreid warnañ.

4  Piv en deus graet ha sevenet an traoù-se, ha galvet ar rummadoù adalek ar penn-kentañ? Me, an AOTROU, me a zo ar c’hentañ ha me a zo gant ar re ziwezhañ.

5  An inizi o deus gwelet hag o deus bet aon. Pennoù an douar o deus krenet, tostaet o deus, deuet int.

6  Sikouret en deus an eil egile, pep hini en deus lavaret d’e vreur: Kalon vat dit!

7  An engraver a galoneka an orfebour, an hini a lufr gant ar morzhol a galoneka an hini a sko war an annev, hag a lavar diwar-benn ar soudeür: Mat eo! Hag e stag al labour gant tachoù, evit na fiñv ket.

8  Met te, Israel va servijer, Jakob am eus dibabet, gouenn Abraham va c’haret-mat,

9  te hag am eus kemeret eus pennoù an douar hag am eus galvet eus al lec’hioù pellañ, te hag am eus lavaret dit: Te eo va servijer, da zibabet em eus, ne’m eus ket da zistaolet.

10  Na’z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec’het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc’hel a rin gant dorn dehou va reizhder.

11  Ar re holl a gounnare ouzhit a vo mezhek ha pinous; kaset e vint da netra hag ez aint da goll, ar re a stourm a-enep dit.

12  O c’hlask a ri ha n’o c’havi ket; ar re a c’hourdrouze ac’hanout a vo kaset da netra hag a zeuio da vezañ evel mann ebet.

13  Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na’z pez ket aon, da sikour a rin.

14  Na’z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.

15  Setu ma ran ur freuz lemm nevez-flamm evidout, gant bizied; mac’hañ a ri ar menezioù, o bruzunañ a ri, hag e lakai ar c’hrec’hioù da vezañ heñvel ouzh pell.

16  O gwentañ a ri, an avel o c’haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c’hloar e Sant Israel.

17  An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n’eus ket; o zeod a zo disec’het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.

18  Lakaat a rin stêrioù war al lec’hioù uhel, ha mammennoù e-kreiz an traoniennoù. Treiñ a rin ar gouelec’h e stank-dour, hag an douar sec’h e stivelloù.

19  Plantañ a rin er gouelec’h gwez-sedrez, kasia, meurta, gwez-olivez, lakaat a rin el lec’hioù difrouezh gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret,

20  evit ma welint ha ma ouezint, ma eveshaint ha ma komprenint holl, ez eo dorn an AOTROU en deus graet an traoù-se, hag ez eo Sant Israel en deus krouet anezho.

21  Tostait da zifenn ho kaoz, eme an AOTROU, diskouezit ho prouennoù, eme roue Jakob.

22  Ra ziskouezint anezho, ra zisklêrint deomp ar pezh a dle c’hoarvezout, ra zisklêrint petra ‘zo deuet da vezañ an traoù kentañ, evit ma taolimp evezh outo ha ma’c’h anavezimp o diwezh; lakait ac’hanomp da glevout an traoù da zont,

23  disklêrit an traoù en em gavo diwezhatoc’h, hag e ouezimp ez oc’h doueed; grit mat pe drouk, hag e welimp, hag ec’h eveshaimp a-gevret.

24  Setu ez oc’h nebeutoc’h eget netra, hag ar pezh a rit n’eo mann ebet. Un euzhusted eo en em blijout ennoc’h.

25  E savet em eus eus an hanternoz hag e teuio; eus ar sav-heol e c’halvo va anv, kerzhout a raio war ar briñsed evel war ar fank, evel ma vac’h ar poder ar pri.

26  Piv en deus henn disklêriet adalek ar penn-kentañ evit m’henn goufemp? Piv en deus henn lavaret en a-raok, ma lavarfemp: Reizh eo? Met den n’en deus henn disklêriet, den nen deus roet d’henn klevout, den n’en deus klevet ho kerioù.

27  Me eo an hini kentañ o lavarout da Sion: Setu int-i amañ! Setu int-i amañ! Hag e roin da Jeruzalem ur c’hannad a geloù mat.

28  Sellet em eus ha ne oa den, kuzulier ebet en o zouez evit respont pa c’houlennan.

29  Setu n’int holl nemet moged, o oberennoù n’int nemet netra, o idoloù a zo avel ha disneuz.

 

Pennad 42

1  Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec’h embanno ar varnedigezh d’ar broadoù.

2  Ne grio ket, ne savo ket e vouezh, n’he roio ket da glevout er straedoù.

3  Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c’hoazh, hag ec’h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.

4  Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n’en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.

5  Evel-henn e komz Doue an AOTROU, eñ hag en deus krouet an neñvoù hag astennet anezho, kompezet an douar ha kement a zeu dioutañ, roet alan d’ar bobl a zo warnañ, ha spered d’ar re a gerzh warnañ:

6  Me an AOTROU am eus da c’halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d’ar bobl, ur sklêrijenn d’ar broadoù,

7  evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc’het hag eus an toull-bac’h ar re a zo o chom en deñvalijenn.

8  Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d’ar skeudennoù kizellet.

9  Setu, c’hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc’h da glevout a-raok m’en em gavint.

10  Kanit d’an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c’hwi hag a ziskenn d’ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!

11  Ra savo o mouezh ar gouelec’h hag e gêrioù, hag ar c’hêriadennoù m’emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!

12  Ra vo roet gloar d’an AOTROU, ha ra vo embannet e veuleudi en enezi!

13  An AOTROU a zeu er-maez evel un den kreñv, atizañ a ra e c’hred evel un den a vrezel, leuskel a ra kriadennoù ha youc’hadennoù, trec’hiñ a ra war e enebourien.

14  Chomet on dilavar abaoe pell, chomet on sioul, en em zalc’het on; krial a rin evel ur vaouez o wilioudiñ, mougañ ha dianalañ a rin war un dro.

15  Emaon o vont da freuzañ menezioù ha krec’hiennoù, ha da zisec’hañ o holl c’hlasvez, treiñ a rin ar stêrioù e douar start, disec’hañ a rin ar stankoù.

16  Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n’anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.

17  Mont a ra war-dreñv ha goloet eo a vezh ar re a fizi er skeudennoù kizellet, hag a lavar d’ar skeudennoù teuzet: C’hwi eo hon doueoù!

18  Bouzared, selaouit! Dalled, sellit ha gwelit!

19  Piv a zo dall nemet va servijer? Piv a zo bouzar evel ar c’hannad am eus kaset? Piv a zo dall evel an hini a voe leuniet a vadoù, dall evel servijer an AOTROU?

20  Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.

21  An AOTROU en em blij ennañ en abeg d’e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.

22  Ha setu ur bobl preizhataet ha diwisket; emaint holl chadennet e toulloù, kuzhet e toulloù-bac’h; deuet int da vezañ ur preizh ha nikun na zieub anezho, un diwisk ha den na lavar: Daskor!

23  Piv ac’hanoc’h a roio e skouarn da gement-mañ, da selaou ha da glevout evit an amzer da zont?

24  Piv en deus roet Jakob da vezañ diwisket, hag Israel d’ar breizhadeg? Ha n’eo an AOTROU, hon eus pec’het a-enep dezhañ? Rak n’eo ket bet fellet deomp heuliañ e hentoù, na sentiñ ouzh e lezenn.

25  Skuilhet en deus warnañ e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhañ met n’en deus ket komprenet, devet eo bet met n’en deus ket taolet evezh.

 

Pennad 43

1  Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na’z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c’halvet em eus dre da anv, din-me out.

2  Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c’holoint ket ac’hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac’hanout.

3  Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec’h.

4  Peogwir ez out prizius dirak va daoulagad, hag ez out bet enoret, hag e karan ac’hanout, e roin tud evidout, ha pobloù evit da vuhez.

5  Na’z pez ket aon, rak me a zo ganit. Degas a rin da rummad eus ar sav-heol, dastum a rin da lignez eus ar c’huzh-heol.

6  Lavarout a rin d’an hanternoz: Ro! ha d’ar c’hreisteiz: Na zalc’h ket! Degas va mibien eus ar broioù pell, ha va merc’hed eus pennoù an douar,

7  ar re holl a zo anvet dre va anv, ar re am eus krouet evit va gloar, ar re am eus stummet ha graet.

8  Ra vo lakaet da zont er-maez ar bobl dall hag o deus daoulagad, ar re vouzar hag o deus divskouarn.

9  Ra vo dastumet an holl vroadoù a-gevret, ra vo bodet ar pobloù. Piv en o zouez en deus disklêriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoù tremenet? Ra zegasint o zestoù, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo!

10  C’hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N’eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc’h.

11  Me eo, me eo an hini a zo an AOTROU, n’eus salver ebet estregedon.

12  Me eo an hini en deus disklêriet, saveteet, roet da anavezout, ha n’eus ket bet en ho touez un doue estren. C’hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, penaos on-me Doue.

13  A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c’hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c’hello dizober?

14  Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc’h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezañ tec’hidi, ha youc’h ar Galdeiz a zo klevet war al listri.

15  Me eo an AOTROU, ho Sant, krouer Israel, ho Roue.

16  Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus digoret un hent er mor, hag ur wenodenn a-dreuz an doureier galloudus,

17  an hini en deus kaset er-maez kirri ha kezeg, un arme ha brezelourien greñv, evit bezañ gourvezet a-gevret hep sevel ken, evit bezañ mouget, lazhet evel ul lutigenn.

18  N’ho pet ken soñj eus an traoù tremenet, n’eveshait ken ouzh an amzer gozh.

19  Setu ez an d’ober un dra nevez, emañ bremañ o vleuniañ, ha n’anavezit ket? Lakaat a rin un hent er gouelec’h, ha stêrioù el lec’h didud.

20  Loened ar parkeier a roio gloar din, gant an aourgon hag ar struskañvaled, dre ma em bo lakaet doureier er gouelec’h, ha stêrioù el lec’h didud, evit reiñ da evañ da’m fobl, va re zibabet.

21  Stummet em eus ar bobl-mañ, hag e tisklêrio va meuleudi.

22  Met ne’c’h eus ket va galvet, o Jakob! Skuizhet out ganin, o Israel!

23  Ne’c’h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoù, ne’c’h eus ket va enoret gant da aberzhoù, ne’m eus ket trubuilhet ac’hanout evit profoù, ne’m eus ket skuizhet ac’hanout evit ezañs,

24  Ne’c’h eus ket prenet din, evit arc’hant, korz-frondus, ne’c’h eus ket leuniet ac’hanon gant druzoni da aberzhoù, met va bec’hiet ec’h eus en abeg da’z pec’hedoù, va skuizhet ec’h eus gant da zireizhder.

25  Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne’m bo ken soñj eus da bec’hedoù.

26  Degas soñj din, divizomp a-gevret, gra da gont evit bezañ reishaet.

27  Da dad kentañ en deus pec’het, da gelennerien a zo en em savet a-enep din,

28  setu perak em eus lakaet pennoù ar santual da zic’hlan, Jakob da verz, hag Israel d’an dismegañs.

 

Pennad 44

1  Ha bremañ selaou, o Jakob va servijer, hag Israel am eus dibabet!

2  Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na’z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet!

3  Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec’hed, ha stêrioù war an douar disec’h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.

4  Hag e kreskint evel pa vefent e-kreiz ar geot, evel haleg a-hed an dour o redek.

5  Unan a lavaro: Me a zo d’an AOTROU. Unan all a lavaro: Me a zo da Jakob. Unan all a skrivo gant e zorn: D’an AOTROU, hag e vo lesanvet dre anv Israel.

6  Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c’hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n’eus Doue all ebet estregedon.

7  Piv a laka e vouezh da glevout eveldon abaoe ma em eus diazezet ar bobl gozh? Ra en disklêrio ha ra en prouo. Ra gemenno an amzer da zont hag an traoù a dle c’hoarvezout.

8  N’ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne’m eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell ‘zo? C’hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N’eus ket ur roc’h all, n’anavezan ket unan all.

9  Oberourien ar skeudennoù kizellet n’int holl nemet netra, hag o oberennoù kaerañ ne servijont da vann ebet. Int o-unan a zo testoù a gement-se dezho: ne welont ket ha n’anavezont ket, evit ma vint mezhek.

10  Piv en deus doareet un doue ha teuzet ur skeudenn gizellet, evit tremen hep kaout gounid ebet?

11  Setu ma vo mezhek e holl genlabourerien, rak an oberourien-se n’int nemet tud. Ra en em zastumint ha ra en em ziskouezint holl, spouronet ha mezhekaet e vint holl!

12  Ar gov a gemer ur vouc’hal, hag e labour gant glaou. Doareañ a ra gant morzholioù, labourat a ra dre nerzh e vrec’h, kement m’en deus naon ha ma’z eo dinerzh, n’ev ket a zour hag eo faezh.

13  Ar c’halvez a astenn ur gordenn. Tresañ a ra gant ur gleizenn, stummañ a ra gant ur gizell, merkañ a ra gant ur c’helc’hier, da reiñ evel dremm un den, e doare kaer a zen, evit ma vo o chom en ti.

14  Troc’hañ a ra sedrez, hag e kemer ur wezenn-siprez pe un dervenn en deus dibabet e-touez gwez ar goadeg. Plantañ a ra ur wezenn, hag ar glav a laka anezhi da greskiñ.

15  Hag e servijint d’an den da zeviñ; kemer a raio diouto evit en em dommañ; ganto ec’h enaouo tan evit poazhañ bara; ober a ra ivez un doue diouto evit e azeuliñ, ur skeudenn gizellet evit stouiñ dirazi.

16  An hanter anezho a zev en tan; gant an hanter-se e fich e gig, e ra ur rost hag en deus e walc’h; en em dommañ a ra ivez hag e lavar: Mat! En em dommañ a ran, gwelout a ran ar flamm!

17  Ha gant ar peurrest e ra un doue, e skeudenn gizellet, hag e stou dirazi, ec’h azeul anezhi, e ped anezhi en ur lavarout: Dieub ac’hanon, rak va doue out.

18  N’anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c’hellont ket gwelout, o c’halon ha ne c’hellont ket kompren.

19  Hini ebet ned a ennañ e-unan, den n’en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad?

20  Emañ o peuriñ ludu, dianket eo gant e galon douellet, ne c’hell na dieubiñ e ene na lavarout: Ha ne vefe ket ur gaou a zalc’han em dorn?

21  O Jakob, o Israel, az pez soñj a gement-mañ! Rak va servijer ez out. Da stummet em eus evit bezañ va servijer, o Israel! Ne vi ket ankounac’haet ganin.

22  Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec’hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.

23  Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc’hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c’hloar en Israel.

24  Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c’hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.

25  Me a ra c’hwitañ arouezioù ar c’haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,

26  me a starta komz va servijer, me a beurc’hra kuzul va c’hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac’haret,

27 me a lavar d’an donder: Disec’het e vi, da stêrioù a gasin da hesk,

28  me a lavar diwar-benn Kiruz: Va mesaer eo, kas a raio da benn va holl youl, lavarout a raio da Jeruzalem: Adsavet e vi, ha d’an templ: Diazezet e vi.

 

Pennad 45

1  Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:

2  Mont a rin dirazout, hag ec’h eeunin an tosennoù, e torrin an dorojoù arem, e frikin ar sparloù houarn.

3  Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma’c’h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c’halv ac’hanout dre da anv, me Doue Israel.

4  Abalamour da garantez Jakob va servijer, ha da Israel am eus dibabet, da c’halvet em eus dre da anv, da anvet pa n’anavezes ket ac’hanon.

5  Me eo an AOTROU, n’eus ket unan all, n’eus doue ebet estregedon. Da c’hourizet em eus pa n’anavezes ket ac’hanon,

6  evit ma vo gouezet eus ar sav-heol betek ar c’huzh-heol n’eus hini ebet estregedon. Me eo an AOTROU, n’eus ket unan all.

7  Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.

8  Neñvoù, skuilhit ar glizh eus an nec’h, ra lakaio ar c’houmoul da zeverañ ar reizhder, ra zigoro an douar da zougen frouezh ar silvidigezh, ra ziwano ar reizhder ganti! Me an AOTROU a grou kement-se.

9  Gwalleur d’an hini a glemm a-enep e grouer, pa’z eo ur pod e-touez ar podoù-pri; met ar pri, hag e lavaro d’ar poder: Petra a rez? Pebezh labour! Ha ne’c’h eus ket daouarn?

10  Gwalleur d’an hini a lavar d’e dad: Perak ec’h engehentez? ha d’e vamm: Perak e c’hanez?

11  Evel-henn e komz an AOTROU, Sant Israel hag e grouer: Hag e c’houlennatit ac’hanon diwar-benn an traoù da zont? Hag e roit din urzhioù diwar-benn va mibien ha labour va daouarn?

12  Me eo am eus graet an douar ha krouet an den warnañ, me eo am eus astennet an neñvoù gant va daouarn ha roet al lezenn d’o arme,

13  me eo am eus savet hemañ gant reizhder ha plaenaet e holl hentoù. Eñ a adsavo va c’hêr hag a gaso en-dro va re zalc’het, hep resev paeamant na donezon, eme AOTROU an armeoù.

14  Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc’h, hag e tremenint chadennet, hag e stouint dirazout, hag ec’h aspedint ac’hanout: Doue n’en em gav nemet ganit, n’eus doue all ebet.

15  A-dra-sur te eo an Doue hag en em guzh, Doue Israel, ar Salver.

16  Holl int mezhek ha pinous. Mont a reont kuit a-unvan gant mezh, an oberourien idoloù.

17  Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.

18  Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c’hraet hag e ziazezet, ha n’eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n’eus ket unan all.

19  Ne’m eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec’h teñval eus an douar, ne’m eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c’hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklêr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.

20  En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c’hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoù. N’anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d’un doue na savete ket.

21  Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc’h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell ‘zo? Ha n’eo ket me, an AOTROU? N’eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n’eus ket unan all estregedon.

22  Troit ouzhin hag e viot salvet, c’hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n’eus ket unan all.

23  Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.

24  Lavaret e vo ac’hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d’an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.

25  Gant an AOTROU e vo reishaet holl lignez Israel, hag e kavint gloar ennañ.

 

Pennad 46

1  Bel a bleg, Nebo a stou, o idoloù a ya war gein loened, war loened-samm. An traoù a zougec’h a zo deuet da vezañ ur bec’h, ur samm d’al loened divi.

2  Stouiñ ha plegañ a reont a-gevret, ne c’hellont ket saveteiñ ar samm, int o-unan a ya d’ar sklavelezh.

3  Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c’hwi holl nemorant ti Israel; en em vec’hiet on ac’hanoc’h adalek ar c’hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.

4  Betek ho kozhni e chomin an hevelep hini, betek ho kozhni gwenn e skoazellin ac’hanoc’h. Graet em eus kement-se dija, hag ho tougin c’hoazh, ho skoazellin hag ho tieubin.

5  Ouzh piv va hañvalot ha da biv em lakaiot kevatal? Ouzh piv va c’heñveriot, evit ma vijemp heñvel?

6  Skuilhañ a reont aour eus o yalc’h hag e pouezont arc’hant gant ar valañs, paeañ a reont un orfebour d’ober un doue, hag ec’h azeulont anezhañ hag e stouont dirazañ.

7  E zougen a reont, en sammont war o skoaz, en lakaont en e lec’h, hag e chomo eno hep fiñval eus e lec’h. Goude e youc’hint dezhañ, met ne responto ket ha ne saveteo ket eus an estrenvan.

8  Ho pet soñj eus an traoù-mañ ha bezit gwazed! Degasit anezho da soñj d’ho kalonoù, pec’herien!

9  Ho pet soñj eus traoù kentañ an amzer gozh, rak me a zo Doue ha n’eus ket un doue all, n’eus hini ebet eveldon.

10  Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc’ho, hag e rin kement a fell din.

11  Me a c’halv eus ar sav-heol al labous-preizh, hag eus un douar pell den va c’hoantoù. Ar pezh a lavaran a lakaan d’en em gavout, hag ar pezh a ijinan a sevenan.

12  Selaouit ouzhin, tud kaledet a galon ha pellaet diouzh ar reizhder!

13  Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n’emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.

 

Pennad 47

1  Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc’hez merc’h Babilon, azez d’an douar, hep tron, merc’h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.

2  Kemer ar mein-milin ha mal bleud, distag da ouel, troñs da vrozh, dizolo da zivesker, tremen er stêrioù.

3  Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veñjañs, ha n’espernin den.

4  Hon Dasprener a zo anvet AOTROU an armeoù, Sant Israel.

5  Azez sioul, tec’h en deñvalijenn, merc’h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet pennrouanez ar rouantelezhioù.

6  Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne’c’h eus ket bet truezus en o c’heñver, lakaet ec’h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,

7  ha lavaret ec’h eus: Me a vo pennrouanez da virviken! Ha ne’c’h eus ket taolet evezh, na soñjet diwar-benn diwezh an traoù-mañ.

8  Bremañ eta selaou kement-mañ, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezañ intañvez, n’anavezin ket kañvoù a vugale!

9  Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kañvoù a vugale hag intañvelezh. Dont a raint warnout war un dro, en abeg da niver bras da strobinelloù, hag en abeg da c’halloud da achanterezh.

10  En em fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec’h eus: Den ne wel ac’hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec’h eus lavaret en da galon: Me, ha nikun all ebet.

11  Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na’z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c’helli ket distreiñ ar glac’har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.

12  En em zalc’h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloù, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c’helli tennañ gounid diouto, marteze e teui da vezañ spontus.

13  Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c’houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c’houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac’hanout eus ar pezh a ya da c’hoarvezout ganit.

14  Setu deuet int evel plouz, an tan a zev anezho, ne zieubint ket o ene eus galloud ar flamm, ne vo ket regez evit en em dommañ, nag un tan evit azezañ dirazañ.

15  Evel-se e vo evidout ar re a boanies ganto, ar re ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz; kerzhout a reont pep hini diouzh e du, n’eus den da saveteiñ ac’hanout.

 

Pennad 48

1  Selaouit, ti Jakob, c’hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c’hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n’eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.

2  Rak kemer a reont anv ar gêr santel, hag en em harpont war Doue Israel, a zo e anv: AOTROU an armeoù.

3  Disklêriet em eus abaoe pell ‘zo an traoù kentañ, deuet int eus va genoù, o embannet em eus, souden em eus graet anezho, hag ez int c’hoarvezet.

4  Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c’houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem,

5  disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell ‘zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c’hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc’hemennet.

6  Klevet ec’h eus! Gwel anezho holl! Ha n’embannot ket anezho hoc’h-unan? Reiñ a ran dit da glevout bremañ traoù nevez, traoù kuzhet ha n’anavezes ket.

7  Bremañ ez int krouet ha n’eo ket diagent, a-raok an deiz-mañ n’anavezes netra anezho, evit na lavarfe ket: Setu, me a ouie kement-se.

8  Ne’c’h eus ket klevet, ne’c’h eus ket anavezet, n’eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezañ disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c’hof.

9  Abalamour da’m anv em eus daleet va c’hounnar, abalamour da’m meuleudi en em zalc’han ez keñver, ha ne zistrujan ket ac’hanout.

10  Setu, em eus amprouet ac’hanout, met n’eo ket evel an arc’hant, da zibabet em eus e teuzlestr ar glac’har.

11  Abalamour din, abalamour din-me va-unan e ran kement-se. Rak penaos e vefe disakret va anv? Ne roin ket va gloar da unan all.

12  Selaou ouzhin, Jakob, ha te, Israel, am eus galvet! Me eo an hini a zo ar c’hentañ, ha me eo ivez an diwezhañ.

13  Va dorn en deus diazezet an douar, ha va zu dehou en deus astennet an neñvoù; o gervel a ran, hag en em ziskouezont a-gevret.

14  En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklêriet an traoù-se? An AOTROU en deus e garet: eñ a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec’h a vo a-enep ar Galdeiz.

15  Me eo, me eo am eus komzet ha galvet anezhañ; me am eus e zegaset, hag e teuio a-benn d’e hent.

16  Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne’m eus ket komzet e kuzh, abaoe m’eo c’hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac’hanon.

17  Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac’hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ.

18  O! Ma vijes evezhiek ouzh va gourc’hemennoù! Da beoc’h a vije evel ur stêr, ha da reizhder evel gwagennoù ar mor,

19  da lignez a vije evel an traezh, ha diskennidi da gof evel e c’hreun, da anv ne vije ket bet lamet na diverket a-zirazon.

20  It er-maez eus Babilon, tec’hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc’hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.

21  N’o deus ket bet sec’hed p’en deus lakaet anezho da gerzhout dre ar gouelec’hioù, lakaet en deus da darzhañ evito dour eus ar roc’h, faoutet en deus ar roc’h ha ruilhet o deus an dourioù.

22  N’eus peoc’h ebet evit ar re zrouk, eme an AOTROU.

 

Pennad 49

1  Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloù a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c’hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm.

2  Graet en deus evel ur c’hleze lemm eus va genoù, goloet en deus ac’hanon gant skeud e zorn, graet en deus ganin ur bir lufret mat, kuzhet en deus ac’hanon en e glaouier.

3  Lavaret en deus din: Va servijer out, Israel, ennout em bo va gloar.

4  Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.

5  Ha bremañ e komz an AOTROU, eñ hag en deus va stummet adalek ar c’hof evit bezañ e servijer, evit degas Jakob d’e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh.

6  Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.

7  Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d’an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d’ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d’an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.

8  Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezañ va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennañ an hêrezhioù dismantret,

9  evit lavarout d’ar re zalc’het: It er-maez! ha d’ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec’hiennoù.

10  N’o devo ken naon, n’o devo ken sec’hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d’ar mammennoù dour.

11  Treiñ a rin va holl venezioù en hentoù, hag adsavet e vo va gwenodennoù.

12  Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c’huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.

13  Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c’hlac’haret.

14  Sion a lavare: An AOTROU en deus va dilezet, hag an Aotrou en deus va ankounac’haet.

15  Ar wreg, hag e c’hellfe ankounac’haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c’hof? Ha pa ankounac’hafe, me n’ankounac’hain ket ac’hanout.

16  Setu em eus da engravet war balvoù va daouarn, da vogerioù a zo dalc’hmat dirak va daoulagad.

17  Emañ da vibien o tont buan, da zistrujerien ha da waskerien a yelo er-maez eus da greiz.

18  Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da’z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c’hourizo ganto evel ur wreg yaouank.

19  Rak da lec’hioù dilaosket ha glac’haret, ha da vro wastet, a vo bremañ re enk evit da dud. Emañ o pellaat ar re a lonke ac’hanout.

20  A-nevez e lavaro dit ouzh da zivskouarn ar vibien az po, goude bezañ kollet ar re all: N’eus ket frankiz a-walc’h evidon, gra lec’h din evit ma c’hellin en em ziazezañ eno.

21  Hag e lavari en da galon: Piv en deus roet ar vugale-mañ din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc’het, piv en deus desavet ar re-mañ?

22  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savin va dorn etrezek ar broadoù, hag e savin va banniel etrezek ar pobloù, degas a raint da vibien etre o divrec’h, hag e tougint da verc’hed war o skoaz.

23  Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d’an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac’hanon.

24  Daoust hag e vo lamet e breizh digant an den kreñv? Hag e vo dieubet an hini reizh a zo dalc’het?

25  Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreñv ar re a zo dalc’het gantañ, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien.

26  Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c’hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.

 

Pennad 50

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec’h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c’hredourien am eus gwerzhet ac’hanoc’h dezhañ? Setu, en abeg d’ho pec’hedoù ez oc’h bet gwerzhet, en abeg d’ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.

2  Perak ne’m eus kavet den pa’z on deuet? Perak n’en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n’eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec’hañ pa c’hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù en ur gouelec’h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec’hed.

3  Gwiskañ a ran an neñvoù a deñvalijenn, hag e lakaan ur sac’h d’o goleiñ.

4  An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c’hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac’haret. Bep mintin e tihun ac’hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.

5  An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne’m eus ket enebet, ne’m eus ket kilet en a-dreñv.

6  Kinniget em eus va c’hein d’ar re a skoe ganin, ha va divjod d’ar re a denne va barv, ne’m eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c’hrañchadoù.

7  An Aotrou AOTROU a sikour ac’hanon, setu perak n’on ket mezhek. Lakaet em eus va dremm heñvel ouzh ur maen, ha gouzout a ran ne vin ket abafet.

8  Tost emañ an hini a reisha ac’hanon: Piv a dabuto em enep? Ra en em ziskouezimp a-gevret: Piv eo va c’hevrenn enep? Ra dostaio ouzhin!

9  An Aotrou AOTROU a sikour ac’hanon: Piv am c’hondaono? Int holl a vo teuc’h evel un dilhad, ar preñved o debro.

10  Piv ac’hanoc’h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n’en deus ket a sklêrijenn, ra en em fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!

11  C’hwi holl hag a c’hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc’h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc’h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.

 

Pennad 51

1  Selaouit ouzhin, c’hwi hag a red war-lerc’h ar reizhder, c’hwi hag a glask an AOTROU. Sellit ouzh ar roc’h ez oc’h bet kizellet diouti, ouzh ar vengleuz ez oc’h bet tennet anezhi.

2  Sellit ouzh Abraham ho tad, hag ouzh Sara he deus ho kanet. E c’halvet em eus e-unan-penn, benniget ha kresket em eus anezhañ.

3  Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec’hioù glac’haret, ober a raio un Eden gant he gouelec’h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec’h. Joa ha levenez en em gavo en he c’hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.

4  Bezit evezhiek, va fobl, roit ho skouarn, c’hwi va broad, rak al lezenn a zeuio ac’hanon, ha va barnedigezh a lakain da vezañ sklêrijenn ar pobloù.

5  Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec’h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac’hanon, hag a fizio em brec’h.

6  Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d’an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc’h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.

7  Selaouit ouzhin, c’hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c’halon, n’ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,

8  rak ar preñved o debro evel un dilhad, hag ar gaozan o debro evel gloan. Met va reizhder a bado da viken, ha va silvidigezh a oad da oad.

9  Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec’h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n’eo ket te a frikas Rahab (= Ejipt), hag a c’hloazas an aerouant?

10  Ha n’eo ket te a zisec’has ar mor, doureier an islonk bras, a reas eus donderioù ar mor un hent, evit lakaat an dasprenidi da dremen?

11  Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec’h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez’ e vo joa ha levenez ganto, hag e tec’ho kuit ar glac’har hag an hirvoudoù.

12  Me eo, me eo an hini a frealz ac’hanoc’h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?

13  Ankounac’haet ec’h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec’h eta emañ fulor ar gwasker?

14  Prestik e vo dieubet an den dalc’het, ne varvo ket er poull, ne vanko ket bara dezhañ.

15  Me eo an AOTROU da Zoue, a sko ar mor hag e krog e wagennoù da yudal. AOTROU an armeoù eo e anv.

16  Lakaet em eus va c’homzoù ez kenoù, da c’holoet em eus gant skeud va dorn, evit plantañ an neñvoù ha diazezañ an douar, evit lavarout da Sion: Te eo va fobl!

17  Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec’h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec’h eus, sunet ec’h eus betek al lec’hid an hanaf-mezevelliñ.

18  N’eus den evit ren anezhi, a-douez an holl vibien he deus ganet. N’eus den evit kregiñ en he dorn, a-douez an holl vibien he deus desavet.

19  An daou dra-se o deus c’hoarvezet ganit, ha piv a druezo ouzhit? Ar glac’har hag an distruj, an naonegezh hag ar c’hleze, ha dre biv e frealzin ac’hanout?

20  Da vibien a zo semplet, gourvezet e korn pep straed, evel un antilopenn tapet en ur roued, bec’hiet gant kounnar an AOTROU, gant rebechoù da Zoue.

21  Ha bremañ selaou kement-mañ, te glac’haret ha mezvet, met n’eo ket gant gwin:

22  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c’hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,

23  rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da’z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.

 

Pennad 52

1  Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c’hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc’h hag ar re zic’hlan.

2  Hej ar boultrenn diwarnout, sav, Jeruzalem! Distag ereoù da c’houzoug, merc’h Sion, sklavez!

3  Evel-henn e komz an AOTROU: Gwerzhet oc’h bet evit netra, hep arc’hant ivez e viot dasprenet.

4  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va fobl a ziskennas gwechall d’an Ejipt evit chom eno. Goude-se an Asirian a waskas anezhañ hep abeg.

5  Ha bremañ petra am eus d’ober amañ, eme an AOTROU, pa’z eo bet tapet kuit va fobl evit netra? Ar re a ren warno a laosk kriadennoù, eme an AOTROU, ha va anv a zo dismegañset dibaouez, bemdez.

6  Setu perak ec’h anavezo va fobl va anv, ha setu perak ec’h anavezo en deiz-se ez eo me an hini a lavar: Setu-me amañ!

7  Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc’h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!

8  Da c’hedourien a savo o mouezh. Sevel a reont o mouezh a-gevret, hag e laoskont kriadennoù a levenez, rak gwelout a reont lagad ouzh lagad an AOTROU o tistreiñ Sion.

9  Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.

10  An AOTROU en deus dizoloet brec’h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.

11  En em dennit, en em dennit, it er-maez ac’hano! Na stokit ouzh netra dic’hlan! It kuit eus he c’hreiz! En em c’hlanait, c’hwi hag a zoug listri an AOTROU!

12  Ned eot ket er-maez gant hast, ha ne gerzhot ket en ur dec’hout, rak an AOTROU a yelo dirazoc’h, ha Doue Israel a vo ho kward a-dreñv.

13  Setu, va servijer a raio berzh, kreskiñ a raio, savet e vo, uhelaet meurbet.

14  Evel ma’z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den,

15  evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n’eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n’eo ket bet roet da glevout dezho.

 

Pennad 53

1  Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec’h an AOTROU?

2  Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec’h. N’en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c’hoant.

3  Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c’hlac’har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.

4  Ha koulskoude en deus douget hor c’hleñvedoù, hag eo en em vec’hiet eus hor poanioù. Ha ni a soñje e oa skoet, pilet gant Doue, ha reuziet.

5  Met gloazet e oa en abeg d’hon drougoberoù, brevet en abeg d’hon direizhder; ar c’hastiz a ro deomp ar peoc’h a zo bet warnañ, ha dre e c’houlioù ez omp yac’haet.

6  Bez’ e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac’hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.

7  Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n’en deus ket digoret e c’henoù, kaset eo bet d’al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n’en deus ket digoret e c’henoù.

8  Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d’e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.

9  Lakaet eo bet e vez gant ar re zrouk, hag en e varv emañ gant ar binvidien, eñ ha n’en deus graet netra taer, ha n’eus ket bet kavet touellerezh en e c’henoù.

10  Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.

11  Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc’het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.

12  Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c’halloudek, dre m’en deus roet e ene d’ar marv, dre m’eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m’en deus douget pec’hedoù kalz a dud, ha dre m’en deus erbedet evit an drougobererien.

 

Pennad 54

1  Laouena, gaonac’h, te na c’hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c’houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc’h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.

2  Ledana tachad da deltenn, astenn dizamant stignoù da dinelloù, hira da gerdin, starta da beulioù,

3  rak en em ledañ a ri a-zehou hag a-gleiz, da lignez a berc’henno ar broadoù, hag a vo o chom e kêrioù bet dismantret.

4  Na’z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec’h ankounac’hai mezh da yaouankiz, ne’z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.

5  Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.

6  Rak an AOTROU en deus da c’halvet evel ur vaouez dilezet ha glac’haret en he spered, evel ur wreg a yaouankiz a vefe bet kaset kuit, eme da Zoue.

7  Da zilezet em eus evit ur predig, met ez tegemerin gant trugarezioù bras.

8  Kuzhet em eus va dremm ur pennad ouzhit da goulz va c’hounnar, met truez am eus ouzhit dre un drugarez peurbadus, eme an AOTROU da zasprener.

9  Kement-mañ a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n’en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c’hourdrouzfen ken ac’hanout.

10  Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c’hrec’hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc’h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.

11  Te a zo glac’haret, pilet gant ar barr-amzer, hep frealz, ha setu ez an da sterniañ da vein gant antimoan ha da ziazezañ ac’hanout war safir,

12  ober a rin da granelloù gant rubiz, da zorojoù gant mein-granat, da holl vogerioù gant mein prizius.

13  Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc’h da vibien a vo bras.

14  Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na’z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.

15  Pa vo iriennoù en da enep, ne vint ket eus va ferzh, an neb a zroukc’hraio en da enep a gouezho dirazout.

16  Setu, me a grouas ar gov a c’hwezh war ar glaou entanet, hag a denn ac’hano ur benveg evit e labour, ha me a grouas an distrujer evit freuzañ.

17  Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn en da enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.

 

Pennad 55

1  Ar re holl hag o deus sec’hed, ra zeuint d’an doureier! C’hwi zoken hep arc’hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc’hant gwin ha laezh, hep paeañ!

2  Perak e pouezit arc’hant evit ar pezh n’eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc’h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellañ.

3  Roit ho skouarn ha deuit da’m c’havout, selaouit hag e vevo hoc’h ene; ha me a ziazezo ganeoc’h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.

4  Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.

5  Setu e c’halvi ar vroad n’anavezes ket, hag ar broadoù n’anavezent ket ac’hanout a zeredo da’z c’havout, abalamour d’an AOTROU da Zoue ha da Sant Israel en devo roet gloar dit.

6  Klaskit an AOTROU e-pad ma en em gav, galvit anezhañ e-pad m’emañ tost.

7  Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d’an AOTROU en devo truez outañ, d’hon Doue a bardon gant largentez.

8  Rak va soñjoù n’int ket ho soñjoù, hag hoc’h hentoù n’int ket va hentoù, eme an AOTROU.

9  Ken uhel eo an neñvoù a-us d’an douar, ken uhel va hentoù a-us d’hoc’h hentoù, ha va soñjoù a-us d’ho soñjoù.

10  Evel ma tiskenn ar glav hag an erc’h eus an neñvoù, ha ne zistroont ket hep bezañ douraet an douar hag e strujusaet, hep bezañ e lakaet da ziwanañ, evit reiñ had d’an hader ha bara d’an hini a zebr,

11  evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c’hoant, hag e peurc’hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.

12  Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc’h. Ar menezioù hag ar c’hrec’hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc’h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.

13  E-lec’h spern e kresko siprez, e-lec’h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur c’hloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.

 

Pennad 56

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet.

2  Eürus an den a ra an traoù-se hag ar mab-den en em stag outo, o virout ar sabad hep e zisakrañ, hag o herzel e zaouarn d’ober droug.

3  Mab an diavaeziad hag a zo staget ouzh an AOTROU, ra ne lavaro ket: An AOTROU am dilamm kuit eus e bobl. Ar spazhad, ra ne lavaro ket: Setu ez on ur wezenn sec’h.

4  Rak evel-henn e komz an AOTROU: D’ar spazhidi hag a vir va deizioù sabad hag a zibab ar pezh a blij din hag en em stag ouzh va emglev,

5  e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec’h hag un anv gwelloc’h eget mibien ha merc’hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.

6  Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d’e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,

7  o degasin a rin ivez da’m menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.

8  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c’hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.

9  C’hwi holl loened ar parkeier deuit da zebriñ, ha c’hwi holl loened ar c’hoadoù.

10  An holl gedourien a zo dall, n’anavezont netra. Holl ez int chas mut na c’hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.

11  Chas lontek ez int, ne c’hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n’ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c’hounid, betek an hini diwezhañ,

12  hag e lavaront: Deuit, mont a ran da gerc’hat gwin, en em vezvomp gant evajoù kreñv, hag e vo warc’hoazh evel hiziv ha kalz muioc’h c’hoazh.

 

Pennad 57

1  An hini reizh a ya da get, ha den ne daol evezh; ar re vat a zo lamet kuit, ha den ne gompren ez eo dilamet an hini reizh dirak an droug.

2  Mont a raio er peoc’h. Diskuizhañ a raio war e wele an hini en devo kerzhet war an hent eeun.

3  Met c’hwi, tostait amañ, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c’hast!

4  Ouzh piv e rit goap? A-enep piv e tigorit ur genoù ledan hag e tennit ho teod? Ha n’oc’h ket bugale an disentidigezh, ur ouenn gaouiat,

5  oc’h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c’hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?

6  Gant mein lufr ar froud emañ da lod, setu aze, setu aze da rann. Dezho eo e skuilhez ivez da evadkinnig hag e roez profoù. Penaos e c’hellfen kavout frealz gant kement-se?

7  Lakaet ec’h eus da wele war ur menez uhel ha savet, hag ez out pignet eno evit aberzhiñ.

8  Lakaet ec’h eus da eñvoradur a-drek an nor hag ar peulioù, ha pell diouzhin ez out en em zizoloet evit pignat eno. Ledanaat ec’h eus da wele ha gant ar re-se ez out en em unanet; karet ec’h eus o gweleoù e-lec’h ma ec’h eus saotret da selloù.

9  Aet out da gichen ar roue gant eoul, kresket ec’h eus da c’hwezhioù-mat, kaset ec’h eus da gannaded pell, hag ez out diskennet betek lec’h ar marv.

10  Dre hirder da hent ez out aet skuizh, ha ne’c’h eus ket lavaret: En aner eo! Kavet ec’h eus nerzh ez torn, setu perak n’out ket kouezhet.

11  Piv ac’h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac’hanon? Ha tevel a raen abaoe pell ‘zo, n’eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac’hanon.

12  Reiñ a rin da anavezout da reizhder ha da oberennoù, ha na vo ket ur gounid evidout.

13  Pa grii, ra zieubo ac’hanout da idoloù ac’h eus dastumet! Setu, an avel o dilamo holl, ur c’hwezhadenn o c’haso kuit. Met an hini a fiz ennon en devo ar vro da hêrezh hag a berc’henno va menez santel.

14  Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!

15  Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec’h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac’haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc’h hag evit bevaat kalon ar re c’hlac’haret.

16  Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.

17  En abeg da zireizhder e c’hoantegezh on bet imoret hag em eus skoet warnañ, kuzhet em eus va dremm hag ez on bet imoret. Hag an disent en deus heuliet hent e galon.

18  Gwelet em eus e hentoù, yac’haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d’e re a vo er c’hañv.

19  Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc’h, peoc’h d’an hini a zo pell ha d’an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac’haat a rin.

20  Met ar re zrouk a zo evel ar mor dirollet na c’hell ket sioulaat: e zoureier a zistaol fank ha lec’hid.

21  N’eus ket a beoc’h evit ar re zrouk, eme va Doue.

 

Pennad 58

1  Youc’h a-leizh-korzenn, na zalc’h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da’m fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec’hedoù.

2  Bemdez e klaskont ac’hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n’he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.

3  Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac’haret hon eneoù hep ma’c’h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc’h hag e wallgasit ho mevelien.

4  Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d’an nec’h.

5  Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c’hlac’har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac’h hag al ludu? Hag ec’h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d’an AOTROU?

6  Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,

7  rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n’en em guzh ket ouzh da nesañ.

8  Neuze da sklêrijenn en em ziskouezo evel gouloù-deiz, da yec’hed a ziwano buan, da reizhder a yelo dirazout, ha gloar an AOTROU a vo da ward a-dreñv.

9  Neuze e c’halvi hag an AOTROU a responto, e youc’hi hag e lavaro: Setu-me amañ! Mar lamez eus da greiz ar yev, ar biz savet faeüs, ar c’homzoù drouk,

10  mar digorez da ene d’an naoneg, mar leuniez an ene glac’haret, neuze da sklêrijenn a savo e-kreiz an deñvalijenn, ha da deñvalijenn a vo evel ar c’hreisteiz.

11  An AOTROU a reno ac’hanout dalc’hmat, e walc’h a roio da’z ene er sec’hded, reiñ a raio nerzh da’z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier.

12  Da re a adsavo dismantroù kozh, te a adaozo diazezoù rivinet abaoe ar rummadoù tremenet, anvet e vi an dreser freuzoù, an adaozer hentoù, evit ma vo kevannezus ar vro.

13  Mar dalc’hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,

14  neuze e kavi plijadurioù en AOTROU, me a lakaio ac’hanout da varc’hegañ dreist lec’hioù uhel an douar, hag e vagin ac’hanout gant hêrezh Jakob da dad, rak genoù an AOTROU en deus komzet.

 

Pennad 59

1  Setu, dorn an AOTROU n’eo ket re verr evit saveteiñ, nag e skouarn re bounner evit klevout.

2  Met ho tireizhder eo en deus lakaet an disrann etrezoc’h-c’hwi hag ho Toue, ho pec’hedoù eo a ra dezhañ kuzhat e zremm evit n’ho klevfe ken.

3  Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad hag ho pizied gant direizhder, ho muzelloù a lavar gevier, ho teod a zistag fallagriezh.

4  Den na c’halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c’hanont poanioù.

5  Lakaat a reont vioù gwiber da ziflukañ, hag e wiadont steuñvenn-gevnid. An hini a zebr diouzh o vioù a varv, ha ma friker anezho e teu naered diouto.

6  O gwiadoù ne zeuint ket da vezañ ur vantell, ha den n’en em wisko ket gant o oberennoù; o oberennoù a zo oberennoù a zrougiezh, bez’ ez eus taolioù feuls etre o daouarn.

7  O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.

8  N’o deus ket anavezet hent ar peoc’h, n’eus barnedigezh ebet war o roudennoù, o gwenodennoù a zo deuet kammigellek, ar re holl a gerzh enno n’anavezont ket ar peoc’h.

9  Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklêrijenn ha setu amañ an deñvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.

10  Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhañ a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez’ ez omp en ul lec’h druz evel tud varv.

11  Grognal a reomp holl evel arzhed, hag ec’h huanadomp dibaouez evel koulmed: Gortoz a reomp ar varnedigezh ha ne zeu ket, ar silvidigezh hag emañ pell diouzhimp.

12  Rak hon drougoberoù a zo niverus dirazout, hor pec’hedoù a ro testeni en hon enep, hon drougoberoù a zo ganeomp, hag ec’h anavezomp hon direizhder:

13  pec’hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac’h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.

14  Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreñv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoù, an eeunder ne c’hell ket mont e-barzh.

15  Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.

16  Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec’h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.

17  Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.

18  Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d’an inizi.

19  Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c’huzh-heol, hag e c’hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec’h.

20  An dasprener a zeuio evit Sion, evit ar re en em zistroio diouzh o disentidigezh e Jakob, eme an AOTROU.

21  Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c’homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c’henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.

 

Pennad 60

1  Sav, bez sklêrijennet, rak deuet eo da sklêrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.

2  Rak setu, an deñvalijenn a c’holoio an douar hag an noz ar pobloù, met warnout e savo an AOTROU ha warnout en em ziskouezo e c’hloar.

3  Broadoù a gerzho ouzh da sklêrijenn, ha rouaned ouzh splannder da skinoù.

4  Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da’z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc’hed a zo douget war an divrec’h.

5  Neuze e weli hag e lugerni, da galon a drido hag a laouenaio, rak fonnusted ar mor a droio etrezek ennout, ha nerzhioù ar broadoù a zeuio da’z ti.

6  Un niver bras a gañvaled a c’holoio da vro, dremedaled eus Madian hag eus Efa. Dont a raint holl eus Seba, o tegas aour hag ezañs, oc’h embann meuleudioù an AOTROU.

7  Holl zeñved Kedar a vo dastumet etrezek ennout, tourzed Nebajod a vo evit da servij, pignat a raint war va aoter evel ur c’hinnig plijus din, hag e roin klod da di va gloar.

8  Piv eo ar re-se a nij evel koumoul, evel koulmed etrezek o c’houldri?

9  Emañ an inizi en gortoz ac’hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc’hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.

10  Mibien an diavaezidi a adsavo da vogerioù hag o rouaned a vo da servijerien, rak em fulor em boa skoet warnout, met em zrugarez em eus truez ouzhit.

11  Da zorojoù a vo dalc’hmat digor, ne vint serret na deiz na noz, evit lakaat da vont ennout pinvidigezhioù ar broadoù hag o rouaned a vo degaset di.

12  Rak ar vroad hag ar rouantelezh na servijint ket ac’hanout a yelo da get, hag ar broadoù-se a vo gwastet en o fezh.

13  Gloar al Liban a zeuio betek ennout, gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret, evit kaeraat lec’h va santual, hag e roin gloar d’al lec’h ma tiskuizh va zreid.

14  Mibien d’ar re a waske ac’hanout a zeuio ivez da’z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac’hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac’hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.

15  E-lec’h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac’hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.

16  Sunañ a ri laezh ar broadoù, sunañ a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.

17  E-lec’h arem e lakain aour da zont, e-lec’h houarn e lakain arc’hant da zont, e-lec’h koad arem, e-lec’h mein houarn. Hag e roin dit ar peoc’h da c’houarnour hag ar reizhder da rener.

18  Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.

19  An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac’hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c’hloar.

20  Da heol ne guzho ken, da loar ne steuzio ken, rak an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha deizioù da gañv a vo echu.

21  Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc’hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.

22  Ar bihanañ a zeuio da vezañ ur miliad, hag an disterañ ur vroad c’halloudus. Me an AOTROU a hasto kement-mañ en amzer dereat.

 

Pennad 61

1  Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon evit yac’haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het hag ar frankiz d’ar re doullbac’het,

2  evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veñjañs a-berzh hon Doue, evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,

3  evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec’h ludu, eoul a levenez e-lec’h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec’h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.

4  Adsevel a raint dismantroù kozh, adaozañ a raint distrujadennoù an amzerioù kozh, adkempenn a raint kêrioù gwastet, distrujet a oad da oad.

5  An diavaezidi en em zalc’ho eno evit peuriñ deoc’h ho tropelloù, mibien an diavaeziad a vo ho labourerien-douar hag ho kwinierien.

6  C’hwi a vo anvet aberzhourien an AOTROU, hag e vo graet ac’hanoc’h servijerien hon Doue. Hag e tebrot pinvidigezhioù ar broadoù, hag e viot goloet eus o gloar.

7  E-lec’h ho mezh ho po ul lod doubl, hag e-lec’h drouklamm e vint laouen en o lod. Evel-se en o bro e perc’hennint an doubl, hag o devo ul levenez peurbadus.

8  Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.

9  O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoù, hag o diskennidi e-touez ar pobloù. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.

10  Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac’h nevez gant he bravigoù.

11  Evel ma laka an douar da vountañ e ziwan, evel ma laka ul liorzh da greskiñ ar pezh a hader enni, evel-se an Aotrou AOTROU a lakaio ar reizhder hag ar veuleudi da greskiñ dirak an holl vroadoù.

 

Pennad 62

1  Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc’h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.

2  Neuze ar broadoù a welo da reizhder, hag an holl rouaned da c’hloar, hag e vi galvet dre un anv nevez, en devo genoù an AOTROU disklêriet.

3  Ur gurunenn hollgaer e vi e dorn an AOTROU, un tulban roueel e dorn da Zoue.

4  Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.

5  Evel ma timez un den yaouank gant ur werc’hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.

6  Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C’hwi hag a zalc’h soñj eus an AOTROU, n’eus diskuizh ebet evidoc’h,

7  ha na roit ket diskuizh dezhañ ken n’en devo adsavet Jeruzalem, ken n’en devo graet anezhi ur veuleudi war an douar.

8  An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec’h c’halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da’z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.

9  Met ar re o devo dastumet a zebro hag a veulo an AOTROU; hag ar re o devo degaset a evo war leurennoù va santual.

10  Tremenit, tremenit dre an dorojoù, kempennit hent ar bobl! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnañ! Savit ur banniel etrezek ar pobloù!

11  Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc’h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec’h oberenn dirazi.

12  Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n’eo ket dilezet.

 

Pennad 63

1  Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.

2  Perak eo ruz da wiskamant, hag eo da zilhad evel re an hini a jaodr er veol?

3  Bet on va-unan o jaodriñ er waskerell, hag a-douez ar pobloù hini ebet ne oa ganin. O mac’het em eus em c’hounnar, o bruzunet em eus em fulor, o gwad en deus strinket war va dilhad ha mastaret em eus va holl wiskamantoù.

4  Rak deiz ar veñjañs a zo em c’halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.

5  Sellet em eus, ha ne oa den da’m sikour. Souezhet on bet na oa den da’m harpañ. Neuze va brec’h en deus degaset ar silvidigezh, ha va fulor en deus roet harp.

6  Mac’het em eus ar pobloù em c’hounnar, o mezvet em eus em fulor, lakaet em eus o gwad da redek war an douar.

7  Embann a rin madelezhioù an AOTROU, meuleudioù an AOTROU, evit an holl vadoberoù en deus sevenet evidomp an AOTROU, hag evit fonnusted e vadelezh en deus sevenet evit ti Israel, en e drugarez hag e braster e garantez.

8  Lavaret en devoa: Ya, va fobl ez int, mibien na vint ket disleal! Hag eo bet o salver.

9  En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.

10  Met disent int bet, glac’haret o deus ar Spered-Santel, hag eo deuet o enebour; eñ e-unan en deus stourmet a-enep dezho.

11  Hag e voe dalc’het soñj eus an deizioù a wechall, eus Moizez hag eus e bobl: Pelec’h emañ an hini en deus lakaet anezho da bignat eus ar mor gant mesaer e dropell? Pelec’h emañ an hini a lakaas en o c’hreiz e Spered-Santel,

12  a renas anezho dre zorn dehou Moizez gant e vrec’h glorius, a faoutas an doureier dirazo evit ober evitañ e-unan un anv peurbadus,

13  a reas dezho kerzhout a-dreuz d’an islonkoù hep kouezhañ, evel ur marc’h er gouelec’h?

14  Spered an AOTROU en deus o renet goustadik, evel ul loen a ziskenn en un draonienn. Evel-se eo ec’h eus renet da bobl, evit ober evidout un anv glorius.

15  Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec’h santel ha glorius: Pelec’h emañ da c’hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c’heñver? Hag e vefent en em dennet?

16  A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n’anavezfe ket Israel ac’hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.

17  Perak, o AOTROU, ec’h eus lezet ac’hanomp da ziankañ er-maez eus da hentoù? Perak ec’h eus kaletaet hor c’halon a-ziwar da zoujañs? Abalamour da’z servijerien, distro da veuriadoù da hêrezh.

18  Evit un nebeud amzer he deus pobl da santelezh perc’hennet, hag hon enebourien o deus mac’het da santual.

19  Ni a zo evel ar re na’c’h eus biskoazh renet warno, evel ar re n’int ket anvet eus da anv.

 

Pennad 64

1  O! Ma tigorfes an neñvoù ha ma tiskennfes, ar menezioù a vrañsellfe dirazout,

2  hag evel ma krog an tan er c’hoad sec’h ha ma laka an tan an dour da virviñ, e rofes da anavezout da anv da’z enebourien, hag ar broadoù a grenfe dirazout!

3  Pa rejout traoù spontus na c’hortozemp ket, te a ziskennas hag ar menezioù a vrañsellas dirazout.

4  Biskoazh n’eus bet klevet, n’eo deuet d’ar skouarn, n’en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac’hanout.

5  Deuet out a-ziarbenn d’an hini a laouena oc’h ober ar reizhder, ha d’ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac’hanout. Setu, erezet out bet rak pec’het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.

6  Deuet omp holl da vezañ evel un den dic’hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c’has gantañ evel an avel.

7  N’eus den hag a c’halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec’h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec’h eus lakaet ac’hanomp da deuziñ en abeg d’hon direizhder.

8  Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.

9  AOTROU, na gounnar ket, na zalc’h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.

10  Da gêrioù santel a zo ur gouelec’h, Sion a zo ur gouelec’h, Jeruzalem a zo un distruj.

11  Ti hor santelezh hag hor c’haerded, e-lec’h m’o deus hon tadoù da veulet, a zo bet kuzumet gant an tan. Kement a zo bet ker deomp a zo distrujet.

12  AOTROU, hag en em zalc’hi ket goude kement-se? Hag e chomi sioul hag e c’hlac’hari ac’hanomp holl?

 

Pennad 65

1  Klasket on bet gant ar re na’m goulennent ket, kavet on bet gant ar re na’m c’hlaskent ket, lavaret em eus d’ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!

2  A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent a gerzhe war un hent na oa ket mat, hervez c’hoant o soñjoù o-unan,

3  etrezek ur bobl am hegas a-dal dibaouez, a aberzh el liorzhoù, a laka da vogediñ ezañs war ar brikennoù,

4  en em zalc’h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc’h, a gendalc’h meuzioù hudur en o listri,

5  a lavar: Pella diouzhin! Na dosta ket ouzhin, rak ez on santeloc’h egedout! An traoù-se a zo ur vogedenn em fri, un tan a zev e-pad an holl devezhioù.

6  Setu, kement-se a zo skrivet dirazon, ne davin ket, hag e paein ar gopr, ya, me a baeo ar gopr dezho en o bruched,

7  eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c’hrec’hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.

8  Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma vez lavaret pa vez kavet gwin nevez en ur blokad: Na zistruj ket, rak bennozh a zo aze! Evel-se e rin abalamour da’m servijerien, evit tremen hep distrujañ anezho holl.

9  Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hêr da’m menezioù, ha va re zibabet a berc’henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.

10  Saron a vo ur peurvan d’an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d’ar saout, evit va fobl en devo klasket ac’hanon.

11  Met c’hwi hag a zilez an AOTROU, hag a ankounac’ha va menez santel, hag a gempenn un daol d’ar chañs vat, hag e leugn un hanaf evit ar blanedenn,

12  e tiniverin ac’hanoc’h evit ar c’hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n’hoc’h eus ket respontet, komzet em eus ha n’hoc’h eus ket selaouet, graet hoc’h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc’h eus ar pezh a zisplij din.

13  Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c’hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c’hwi ho po sec’hed, va servijerien a vo er joa ha c’hwi a vo er vezh,

14  va servijerien a gano gant levenez en o c’halon ha c’hwi a huanado gant glac’har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.

15  Lezel a reot hoc’h anv da’m re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac’hanout d’ar marv, hag e c’halvo e servijerien dre un anv all.

16  An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioù an amzer dremenet a vo ankounac’haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.

17  Setu, emaon o krouiñ neñvoù nevez hag un douar nevez, ha ne vo ken soñj eus an traoù tremenet, ne zistroint ken en eñvor.

18  Laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d’ar pezh emaon o krouiñ. Rak setu, emaon o krouiñ Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.

19  Hag e rin eus Jeruzalem va levenez hag eus va fobl va joa, ne vo ken klevet trouz a glemmvanoù na trouz a c’harmoù.

20  Ne vo ken eno ur bugel pe ur c’hozhiad n’en devo ket peurc’hraet e zeizioù, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec’her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.

21  Sevel a raint tiez hag emaint o chom enno; plantañ a raint gwiniennoù hag e tebrint o frouezh.

22  Ne savint ket evit ma chomfe unan all e-barzh, ne blantint ket evit ma tebrfe unan all. Deizioù va fobl a vo evel deizioù ar gwez, ha va re zibabet a welo labour o daouarn o koshaat.

23  Ne labourint ken en aner, ne c’hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.

24  A-raok ma c’halvint e respontin, ha pa vint c’hoazh o komz em bo o c’hlevet.

25  Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.

 

Pennad 66

1  Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec’h e vo takad va diskuizh?

2  Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac’haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da’m c’homz.

3  Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c’hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc’h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.

4  Me ivez a zibabo o distruj, hag e lakain da zont warno ar pezh a ra o spont, rak galvet em eus ha den n’en deus respontet, komzet em eus ha den n’en deus selaouet, graet o deus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet o deus ar pezh a zisplij din.

5  Selaouit komz an AOTROU, c’hwi a gren d’e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac’hanoc’h en abeg da’m anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c’hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.

6  Ur vouezh skeltr a zeu eus kêr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeañ o gopr d’e enebourien.

7  Ganet he deus a-raok bezañ er poanioù, dieubet eo bet eus ur paotr a-raok gouzañv gwentloù ar gwilioud.

8  Piv en deus klevet un hevelep tra? Piv en deus gwelet traoù heñvel outo. Ur vro, ha gwilioudet eo en un devezh? Ur vroad, ha ganet eo en ur wech hepken, m’he defe ganet Sion he mibien kerkent ha ma oa bet er gwentloù.

9  Me a zigor ar mammog, ha ne lakain ket da c’henel? eme an AOTROU. Me a laka da c’henel, hag e serrin ar mammog? eme da Zoue.

10  Laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c’hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenañ, c’hwi holl a oa e kañv eviti,

11  evit ma viot bronnet ha m’o devo ho kwalc’h gant laezh he frealz, hag evit ma sunot ha m’o devo plijadur gant leunder he gloar.

12  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc’h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic’hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec’h ha kañjolet war an daoulin.

13  Evel un den frealzet gant e vamm, e frealzin ac’hanoc’h, hag e viot frealzet e Jeruzalem.

14  Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc’h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.

15  Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c’hourdrouz e flammoù tan.

16  An AOTROU a raio barnedigezh a-enep pep kig dre an tan ha dre ar c’hleze, ha kalz a vo lakaet d’ar marv gant an AOTROU.

17  Ar re en em santela hag en em c’hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc’h egile, ar re a zebr kig moc’h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.

18  Anavezout a ran o oberoù hag o soñjoù. Deuet eo an amzer da zastum an holl vroadoù hag an holl yezhoù. Dont a raint, hag e welint va gloar.

19  Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n’o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.

20  Hag e tegasint hoc’h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d’an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da’m menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.

21  Hag en o zouez ivez e kemerin hiniennoù da vezañ aberzhourien ha Levited, eme an AOTROU.

22  Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc’h anv.

23  Hag a loar nevez da loar nevez, a sabad da sabad, pep kig a zeuio hag a azeulo ac’hanon, eme an AOTROU.

24  Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec’het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.

 

Publicités