24 Jeremiaz

LEVR AR PROFED JEREMIAZ

 

Pennad 1

1  Komzoù Jeremiaz mab Hilkija, unan eus aberzhourien Anatod, e bro Venjamin.

2  Komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ e deizioù Jozia mab Amon roue Juda, d’an trizekvet bloaz eus e ren,

3  hag e deizioù Jojakim mab Jozia, roue Juda, betek diwezh an unnekvet bloaz eus Sedesia mab Jozia, roue Juda, betek ma voe Jeruzalem kaset en harlu er pempvet miz.

4  Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

5  A-raok ma em boa da stummet er c’hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.

6  Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU, setu, n’ouzon ket komz, rak ez on ur bugel.

7  Hag an AOTROU a lavaras din: Na lavar ket: Ur bugel on, rak mont a ri etrezek an holl re ma kasin ac’hanout, hag e lavari kement a c’hourc’hemennin dit.

8  Na’z pez ket aon dirazo, rak ez on ganit evit dieubiñ ac’hanout, eme an AOTROU.

9  Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c’homzoù ez kenoù.

10  Sell, lakaet em eus ac’hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac’hariñ, evit sevel ha plantañ.

11  Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur skourr alamandezenn.

12  Hag an AOTROU a lavaras din: Gwelet mat ec’h eus, rak ec’h eveshaan war va c’homz evit he c’has da benn.

13  Komz an AOTROU a voe disklêriet din evit an eil gwech er gerioù-se: Petra a welez? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur gaoter o virviñ, hec’h araog ouzh tu an hanternoz.

14  Hag an AOTROU a lavaras din: Eus an hanternoz eo e tichadenno an droug war holl dud ar vro.

15  Rak setu, emaon o vont da c’hervel holl diegezhioù rouantelezhioù an hanternoz, eme an AOTROU. Dont a raint ha pep hini anezho a lakaio e dron ouzh dorojoù Jeruzalem, hag a-enep he mogerioù en-dro dezhi, hag a-enep holl gêrioù Juda.

16  Hag e tisklêrin va barnedigezhioù a-enep dezho, en abeg d’o holl zrougiezh, dre m’o deus va dilezet, hag o deus kinniget ezañs da zoueoù all, hag o deus stouet dirak oberennoù o daouarn.

17  Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c’hourc’hemennin dit. Na’z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac’hanout dirazo.

18  Rak setu, e lakaan ac’hanout hiziv evel ur gêr greñv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoù, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.

19  Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec’hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac’hanout, eme an AOTROU.

 

Pennad 2

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

2  Kae ha youc’h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac’hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc’h er gouelec’h, en un douar na veze ket hadet.

3  Israel a oa un dra santel d’an AOTROU, bez’ e oa frouezh kentañ e leve. An holl re a zebre dioutañ a oa kablus, an droug a gouezhe warno, eme an AOTROU.

4  Selaouit komz an AOTROU, ti Jakob hag holl diegezhioù ti Israel:

5  Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoù ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc’h mogidelloù, evit dont da vezañ moged?

6  N’o deus ket lavaret: Pelec’h emañ an AOTROU en deus graet deomp pignat kuit eus bro Ejipt, en deus hor renet dre ar gouelec’h, dre ur vro didud ha digompez, dre ur vro kras e skeud ar marv, dre ur vro na dremene den enni ha na oa den o chom e-barzh?

7  Rak em eus ho lakaet da vont da ur vro a liorzhoù, evit ma tebrot he frouezh hag he madoù, met kerkent ha ma’z oc’h aet enni hoc’h eus saotret va bro, hag hoc’h eus graet un euzhusted eus va hêrezh.

8  An aberzhourien n’o deus ket lavaret: Pelec’h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n’o deus ket anavezet ac’hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc’h ar pezh a zo didalvez.

9  Setu perak e pledin c’hoazh ganeoc’h, eme an AOTROU, hag e pledin gant mibien ho mibien.

10  Tremenit da inizi Kitim ha gwelit! Kasit unan bennak da Gedar hag eveshait mat! Gwelit hag ez eus bet graet un hevelep tra!

11  Hag ez eus ur vroad hag he defe kemmet he doueoù? Ha koulskoude n’int ket doueoù. Va fobl he deus eskemmet he gloar evit ar pezh a zo didalvez.

12  Neñvoù, bezit souezhet a gement-mañ, spouronit gant euzh, bezit gwall c’hlac’haret, eme an AOTROU.

13  Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc’hont ket an dour.

14  Israel, hag eo ur sklav pe ganet en ti? Perak ez eo deuet da vezañ ur preizh?

15  Al leonedigoù o deus yudet a-enep dezhañ, lakaet o deus o mouezh da glevout, graet o deus ur gwastadur eus e vro, e gêrioù a zo devet, n’eus den ebet enno.

16  Mibien Nof ha Tapanez o deus debret lein da benn.

17  Kement-se, ha ne c’hoarvez ket ganit dre ma ec’h eus dilezet an AOTROU da Zoue, e-pad ma rene ac’hanout dre an hent?

18  Ha bremañ, petra ac’h eus d’ober war hent an Ejipt da evañ dour ar Shihor (= an Nil), ha petra ac’h eus d’ober war hent an Asiria da evañ dour ar stêr?

19  Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c’hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.

20  Dre ma ec’h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec’h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec’hienn uhel ha dindan pep gwezenn c’hlas ec’h eus stouet evel ur c’hast.

21  Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?

22  Pa en em walc’hfes gant nitrat, o kemer soavon e-leizh, da zireizhder a chomfe merket dirazon, eme an Aotrou AOTROU.

23  Penaos e lavarez: N’on ket saotret, n’on ket aet war-lerc’h ar Baaled? Sell da gammedoù en draonienn, anzav ar pezh ac’h eus graet, dremedal skañv o kantreal,

24  azenez gouez kustumet d’ar gouelec’h o fronañ an avel e c’hoant hec’h entan, piv a harzo anezhi en he c’hoantegezh? Nikun eus ar re a glask anezhi ne vo skuizhet, he c’havout a raio en he mizioù.

25  Harz da droad da vezañ divot, ha da c’houzoug da gaout sec’hed. Met lavaret ec’h eus: Dispi eo! Nann, rak karout a ran an diavaezidi, hag ez in war o lerc’h.

26  Evel ma’z eo mezhek al laer pa’z eo tapet, evel-se e vo mezhek re di Israel, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien, o frofeded,

27  a lavar d’ar c’hoad: Te eo va zad, ha d’ar maen: Va ganet ec’h eus. Troet o deus o c’hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac’hanomp!

28  Pelec’h emañ an doueoù ac’h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!

29  Perak e pledfec’h ganin? Holl ez oc’h en em savet a-enep din, eme an AOTROU.

30  Skoet em eus war o mibien en aner, n’o deus ket degemeret ar c’helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.

31  O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec’h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da’z kavout?

32  Ar werc’hez, hag ec’h ankounac’hafe he dilhad kaer, hag ar wreg yaouank he braveri? Va fobl he deus ankounac’haet ac’hanon e-pad deizioù diniver.

33  Pegen ijinus ez out ez hentoù, evit klask karantez! Ha zoken ec’h eus desket da dorfedoù d’ar re zrouk.

34  Betek pleg da sae zoken emañ gwad eneoù ar re zidamall baour, na’z poa ket kavet en disentidigezh.

35  Koulskoude e lavarez: Ya, didamall on! A-dra-sur, e tistroio e gounnar diouzhin. Setu ez an da varn ac’hanout war ar pezh a lavarez: Ne’m eus ket pec’het.

36  Perak hastañ kement evit cheñch da hent? Bez’ ez po mezh eus an Ejipt, evel ma ec’h eus bet mezh eus Asiria.

37  Ac’hane ivez e teui, da zaouarn war da benn, rak an AOTROU en deus distaolet ar re a fiziez enno, ha ne ri ket berzh en o c’hichen.

 

Pennad 3

1  Lavaret eo: Mar kas un den e wreg kuit, hag o vezañ aet digantañ, ma teu houmañ da vezañ d’ur gwaz all, hag e tistroio c’hoazh d’he c’havout? Ha ne vefe ket e gwirionez saotret ar vro? Ha te ac’h eus gastaouet gant meur a amourouz; koulskoude, distro ouzhin, eme an AOTROU.

2  Sav da zaoulagad etrezek an uhellec’hioù ha sell: Pelec’h ne’c’h eus ket gastaouet? En em zerc’hel a raes war an hentoù evel un Arab er gouelec’h, ha saotret ec’h eus ar vro dre da c’hastaouerezh ha da zrougiezh.

3  Setu perak eo bet dalc’het ar c’haouadoù, ha n’eus ket bet glav an diwezhañ amzer. Ha tal ur ribodez ac’h eus bet, n’eo ket fellet dit kaout mezh.

4  Bremañ e kriez etrezek ennon: Va zad! Mignon va yaouankiz ez out!

5  Ha mirout a raio bepred e vrouez? Hag he dalc’ho da viken? Evel-se e komzez, hag e rez an droug, hag e peurc’hra anezhañ.

6  An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec’h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c’hlas d’en em reiñ d’ar gasterezh.

7  Hag e lavaren: Goude bezañ graet an holl draoù-se, e tistroio da’m c’havout. Met n’eo ket distroet, hag he c’hoar Juda ar c’hanazez a welas kement-se.

8  Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d’hec’h avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziñ, Juda ar c’hanazez n’he deus ket bet aon, hag eo en em roet d’ar gasterezh hi ivez.

9  Gant trouz he diroll he deus saotret ar vro. Graet he deus avoultriezh gant ar maen ha gant ar c’hoad.

10  Hag en desped da gement-se holl, Juda he c’hoar c’hanas n’eo ket distroet ouzhin a-greiz he c’halon, met gant touell, eme an AOTROU.

11  Evel-henn e komz an AOTROU: Israel an adfeilherez a zo en em ziskouezet reishoc’h eget Juda ar c’hanazez.

12  Kae ha youc’h ar c’homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c’hounnar warnoc’h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c’hounnar da viken.

13  Anzav da zireizhder, ma’z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec’h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c’hlas, ha ma ne’c’h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.

14  Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc’h ozhac’h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.

15  Hag e roin deoc’h mêsaerien hervez va c’halon, a beuro ac’hanoc’h gant anaoudegezh ha poell.

16  Pa ho po kresket ha liesaet war an douar, en deizioù-se, eme an AOTROU, ne vo ken komzet eus arc’h emglev an AOTROU. Ne zistroio ken d’ar soñj, ne vo ken meneget, ne vo ken gweladennet, ne vo ket adc’hraet.

17  En amzer-se e vo galvet Jeruzalem: Tron an AOTROU. An holl vroadoù en em zastumo e Jeruzalem en anv an AOTROU, ha ned aint ken war-lerc’h kaleter o c’halon fall.

18  En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d’ar vro am eus roet evel hêrezh d’ho tadoù.

19  Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac’hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.

20  Met evel ma’z eo ur wreg disleal e-keñver he fried, evel-se oc’h bet disleal em c’heñver, ti Israel, eme an AOTROU.

21  Ur vouezh a voe klevet war an uhellec’hioù, goueladegoù ha garmoù mibien Israel, rak gwashaet o deus o hentoù, hag ankounac’haet o deus an AOTROU o Doue.

22  Distroit, mibien disent, yac’haat a rin ho tianzavadur. Setu e teuomp da’z kavout, rak an AOTROU hon Doue ez out.

23  A-dra-sur, en aner emaomp en gortoz eus ar c’hrec’hiennoù hag eus niver ar menezioù. A-dra-sur, en AOTROU hon Doue eo silvidigezh Israel.

24  Ar vezh he deus debret labour hon tadoù adalek hor yaouankiz, o deñved hag o saout, o mibien hag o merc’hed.

25  Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec’het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n’hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.

 

Pennad 4

1  Israel, mar distroez, eme an AOTROU, mar distroez da’m c’havout, mar lamez da euzhusted a-zirazon, ne vi ken o kantreal,

2  hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.

3  Evel-henn e komz an AOTROU da dud Juda ha da Jeruzalem: Difraostit un douar nevez, ha na hadit ket e-touez ar spern.

4  Bezit amdroc’het evit an AOTROU ha lamit pod-mezenn ho kalonoù, tud Juda hag annezidi Jeruzalem, gant aon na zeufe va fulor er-maez evel un tan, ha na entanfe hep na vefe den da vougañ anezhañ, en abeg da fallentez hoc’h oberoù.

5  Disklêriit e Juda hag embannit e Jeruzalem, sonit ar shofar er vro, youc’hit a vouezh kreñv, lavarit: En em zastumit hag eomp d’ar c’hêrioù kreñv!

6  Savit ar banniel etrezek Sion, tec’hit ha n’ehanit ket, rak kas a ran eus an hanternoz an droug hag un distruj bras.

7  Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec’h, evit ober eus da vro ur glac’har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.

8  Setu perak en em c’hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n’eo ket distroet diwarnomp.

9  Hag en deiz-se, eme an AOTROU, kalon ar roue ha kalon ar pennoù a vo spouronet, an aberzhourien a vo souezhet, hag ar brofeded a vo sebezet.

10  Hag em eus lavaret: A Aotrou AOTROU! E gwirionez ec’h eus touellet ar bobl-mañ ha Jeruzalem, o lavarout: Ar peoc’h ho po! Met ar c’hleze a zeu betek an ene.

11  En amzer-se e vo lavaret d’ar bobl-mañ ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c’hwezh eus lec’hioù uhel ar gouelec’h war hent merc’h va fobl, met n’eo ket evit gwentañ nag evit naetaat.

12  Spontusoc’h eo an avel a zeuio eus va ferzh. Bremañ e tisklêrin va barnedigezhioù warno.

13  Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc’h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!

14  Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?

15  Rak ur vouezh a zegas keloù adalek Dan, hag a gemenn ar glac’har adalek menez Efraim.

16  Roit da glevout kement-mañ d’ar broadoù, setu, henn embannit a-enep Jeruzalem: Sezizerien a zeu eus ur vro bell, hag e laoskont kriadennoù a-enep kêrioù Juda.

17  Emaint tro-dro dezhi evel ar re a ziwall ur park, rak eo bet disent ouzhin, eme an AOTROU.

18  Da hent ha da oberoù o deus degaset an traoù-se dit, frouezh da zrougiezh eo. Kement-se a zo c’hwerv, ya, tizhout a ra betek da galon.

19  Va c’hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c’halon! Va c’halon a lamm, ne c’hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec’h eus son ar shofar, kri ar brezel.

20  Distruj war zistruj a zo embannet, rak an holl vro a zo gwastet. Va zeltennoù a zo gwastet a-daol-trumm, ha va zinelloù en ur par berr.

21  Betek pegeit e welin ar banniel, hag e klevin son ar shofar?

22  Va fobl a zo diskiant, n’anavezont ket ac’hanon. Mibien sot, diboell, barrek d’ober an droug, n’ouzont ket ober ar mad.

23  Sellout a ran ouzh an douar, ha setu emañ dizoare ha goullo, ouzh an neñvoù, n’eus ken a sklerijenn.

24  Sellout a ran ouzh ar menezioù, ha setu e vrañsellont, hag an holl grec’hioù a zo hejet.

25  Sellout a ran, ha setu n’eus den ebet, hag holl laboused an neñvoù o deus tec’het.

26  Sellout a ran, ha setu ar C’harmel a zo ur gouelec’h, hag e holl gêrioù a zo distrujet dirak an AOTROU, dirak e gounnar entanet.

27  Evel-henn e komz an AOTROU: An holl vro a vo nemet drasterezh, met ne gasin ket an distruj da benn.

28  En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d’an nec’h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne’m eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.

29  An holl gêrioù a dec’h gant trouz ar varc’hegerien hag ar waregerien. Mont a reont er c’hoadegi, pignat a reont war ar reier, an holl gêrioù a zo dilezet, ne chom den ebet enno.

30  Ha te, an hini zistrujet, petra a ri? Petra bennak ma wiskez ruz-moug, ma en em ginklez gant bragerizoù aour, ma vordez da zaoulagad gant livadur, en aner eo en em gaeraez, da amourouzien a zispriz ac’hanout, da vuhez eo a glaskont.

31  Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c’hentañ gwilioud, kriadenn merc’h Sion o huanadiñ, oc’h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.

 

Pennad 5

1  Kit da bourmen dre straedoù Jeruzalem, sellit, eveshait, klaskit war al leurennoù, mar kavit un den, unan hepken, oc’h ober ar reizhder hag o klask ar wirionez, e pardonin dezhi.

2  Zoken pa lavaront: Bev eo an AOTROU! e gaou eo e touont.

3  AOTROU! Ha n’eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec’h eus warno, ha n’o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc’h eget ur roc’h, ha nac’het o deus distreiñ.

4  Lavaret em eus: N’eo nemet ar re-vihan en em ziskouez diskiant, rak n’anavezont ket hent an AOTROU.

5  Mont a rin etrezek ar re vras da gomz outo, rak int a anavez hent an AOTROU ha barnedigezh o Doue. Met int ivez o deus torret ar yev ha dispennet an ereoù!

6  Setu perak leon ar c’hoad a lazh anezho ha bleiz ar gouelec’h o distruj; al loupard a zo war-c’hed a-enep o c’hêrioù, an neb a zeuio er-maez diouto a vo lonket, rak kresket o deus o disentidigezh ha kennerzhet o dianzavadur.

7  Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n’eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc’h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioù da di ar c’hast.

8  Bez’ ez int evel kezeg war o gwalc’h o redek amañ hag ahont, pep hini o c’hwirinat war-lerc’h gwreg e nesañ.

9  Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n’en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?

10  Pignit war he mogerioù ha diskarit anezho, met na gasit ket an distruj da benn, lamit ar brankoù-se rak n’int ket d’an AOTROU.

11  Rak ti Israel ha ti Juda a zo en em renet evel trubarded em c’heñver, eme an AOTROU.

12  Dinac’het o deus an AOTROU, hag o deus lavaret: N’eo ket eñ! An droug ne zeuio ket warnomp, ne welimp nag ar c’hleze nag ar gernez.

13  Ar brofeded n’int nemet avel, ha n’eus komz ebet enno. Ra vo graet dezho evel-se.

14  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù: Peogwir hoc’h eus disklêriet ar gomz-mañ, e lakain va c’homzoù da vezañ un tan ez kenoù, hag ar bobl-mañ da vezañ koad a vo pulluc’het gantañ.

15  Setu, e tegasin a-enep deoc’h ur vroad eus a-bell, ti Israel, eme an AOTROU. Ur vroad c’halloudus eo, ur vroad kozh, ur vroad n’anavezi ket he yezh ha na glevi ket ar pezh a lavaro.

16  He c’hlaouier-biroù a vo evel ur bez digor, holl ez int tud kalonek.

17  Lonkañ a raio da eost ha da vara, lonkañ a raio da vibien ha da verc’hed, lonkañ a raio da zeñved ha da ejened, lonkañ a raio da winienn ha da wezenn-fiez, distrujañ a raio gant ar c’hleze da gêrioù kreñv ma fizies enno.

18  Koulskoude en deizioù-se, eme an AOTROU, ne gasin ket an distruj da benn.

19  Hag e lavarint: Perak en deus an AOTROU hon Doue graet an holl draoù-se deomp? Hag e lavari dezho: Evel ma hoc’h eus va dilezet ha ma hoc’h eus servijet doueoù estren en ho pro, evel-se e servijot diavaezidi en ur vro na vo ket deoc’h.

20  Roit da anavezout kement-mañ da di Jakob, henn embannit e Juda, en ur lavarout:

21  Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc’h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc’h eus ha ne glevit ket.

22  Ha ne zoujot ket ac’hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d’ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoù a fiñv met dic’halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.

23  Met ar bobl-mañ he deus ur galon amjestr ha disent, aet int war adreñv, aet int kuit.

24  Ne lavaront ket en o c’halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eñ hag a ro glav ar c’hentañ hag an diwezhañ amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioù merket evit an eost.

25  Ho tireizhder en deus pellaet ar roidigezhioù-se, ho pec’hedoù o deus forc’het ac’hanoc’h eus ar madoù-se.

26  Rak en em savet eo em fobl tud drouk a spi evel al labousetaer hag a stegn antelloù, bantañ a reont pejoù hag e tapont tud.

27  Evel m’eo ur gaoued leun a laboused, ez eo o ziez leun a douell. Evel-se eo ez int deuet da vezañ bras ha pinvidik.

28  Lartaet int hag e lugernont. Aet int dreist oberoù ar re zrouk, ne zifennont ket ar gwir, gwir an emzivad, hag e reont berzh. Ne lakaont ket da dalvezout gwirioù ar beorien.

29  Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n’en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?

30  Un dra c’hlac’harus hag euzhus a c’hoarvez er vro:

31  Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?

 

Pennad 6

1  Mibien Benjamin, tec’hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.

2  An hini gaer, an hini flour, merc’h Sion, me a zistrujo anezhi.

3  Etrezek enni e teuio ar vêsaerien gant o zropelloù. Sevel a raint o zeltennoù en-dro dezhi, pep hini o peuriñ en e dakad.

4  Kempennit ar brezel a-enep dezhi! Deomp! Pignomp e-kreiz an deiz! Siwazh, an deiz a ziskenn, hag ec’h astenn skeudoù an abardaez.

5  Deomp! Pignomp e-kreiz an noz! Distrujomp he falezioù!

6  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Troc’hit ar gwez, savit tosennoù a-enep Jeruzalem. Amañ emañ ar gêr da gastizañ, n’eus nemet gwaskerezh en he c’hreiz.

7  Evel ma strink ur feunteun he doureier, evel-se e strink he drougiezh. Ne vez klevet enni nemet taerder ha distruj, hag e vez dalc’hmat dirazon gloazioù ha goulioù.

8  Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac’hanout ur gouelec’h, un douar didud.

9  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Raspaet e vo nemorant Israel evel ur winienn, adlaka da zorn er paneroù evel ur mendemer.

10  Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc’h, ha ne c’hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.

11  Neuze ez on leun a fulor an AOTROU, ha skuizh on ouzh he derc’hel. Skuilh hi war ar vugale er straed, ha war vodadeg ar re yaouank. Rak ar gwaz hag ar wreg a vo tapet, ar c’hozhiad hag an hini bec’hiet a zeizioù.

12  O ziez a dremeno da reoù all, gant ar parkeier hag ar gwragez, rak astenn a rin va dorn war dud ar vro, eme an AOTROU.

13  Rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, pep hini en em ro d’ar gounid dizonest, eus ar profed d’an aberzhour, holl e reont gant touell.

14  Louzaouet o deus gouli merc’h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc’h! Peoc’h! Ha n’eus ket a beoc’h.

15  Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n’o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n’ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, ha pa rin war o zro e vint diskaret, eme an AOTROU.

16  Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc’hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.

17  Lakaet em eus warnoc’h gedourien a lavar: Selaouit ouzh son ar shofar. Met lavarout a reont: Ne selaouimp ket.

18  C’hwi eta, broadoù, selaouit! Ha c’hwi, bodadenn ar pobloù, anavezit ar pezh a erruo ganto!

19  Selaou, douar! Setu ez an da zegas war ar bobl-mañ un droug a vo frouezh o soñj, rak n’o deus ket selaouet ouzh va c’homzoù, ha taolet o deus kuit va lezenn.

20  Petra am eus d’ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc’h aberzhoù.

21  Setu perak evel-henn e komz AOTROU: Setu, emaon o vont da lakaat dirak ar bobl-mañ mein-kouezh, hag e kouezho en o enep tadoù ha mibien a-gevret, amezeien ha mignoned, hag ez aint da goll.

22  Evel-henn e komz an AOTROU: Ur bobl a zeu eus bro an Hanternoz, ur vroad vras a savo eus pennoù an douar.

23  Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc’h Sion.

24  Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.

25  N’it ket d’ar parkeier ha na gerzhit ket war an hentoù, rak kleze an enebour hag ar spont a zo e pep lec’h tro-dro.

26  Merc’h va fobl, en em c’houriz eus ur sac’h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c’hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.

27  Da lakaet em eus evel un eveshaer e-kreiz va fobl, evel ur c’hreñvlec’h, evit ma’c’h anavezi ha ma’c’h amproui o hent.

28  Holl int disent, ha muioc’h eget disent, droukkomzerien, evel arem hag houarn, holl int aet brein.

29  Ar c’hwezherez a zo devet, ar plom a deuz gant an tan, en aner eo e teuzer hag ec’h adteuzer, an droug ne zistag ket.

30  Galvet e vint: Arc’hant distaolet, rak an AOTROU o distaol.

 

Pennad 7

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2  En em zalc’h ouzh dor ti an AOTROU, hag ac’hane youc’h ar gomz-mañ o lavarout: Selaouit komz an AOTROU, c’hwi holl tud Juda a ya dre an dorojoù-mañ evit stouiñ dirak an AOTROU.

3  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Adreizhit hoc’h hentoù hag hoc’h oberoù, hag ho lakain da chom el lec’h-mañ.

4  Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!

5  Adreizhit, ya adreizhit hoc’h hentoù hag hoc’h oberoù, grit ar reizhder an eil e-keñver egile,

6  na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intañvez, na skuilhit ket el lec’h-mañ ar gwad didamall, n’it ket war-lerc’h an doueoù all evit ho tistruj,

7  hag ho lakain da chom el lec’h-mañ, er vro am eus roet d’ho tadoù a gantved da gantved.

8  Setu e fiziit e komzoù touellus, hep gounid ebet.

9  Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc’h doueoù all n’anavezit ket,

10  ha goude-se e teuit da stouiñ dirazon, en ti-mañ ma’z eo galvet va anv warnañ, hag e lavarit: Dieubet omp bet, evit ober an holl draoù euzhus-se!

11  An ti-mañ ma’z eo galvet va anv warnañ, ha n’eo ket d’ho taoulagad nemet ur c’havarn laeron? Ha setu, me a wel kement-se, eme an AOTROU.

12  Kit da’m lec’h a oa e Silo, ma em boa lakaet va anv da chom ennañ er penn-kentañ, ha gwelit ar pezh am eus graet en abeg da zrougiezh va fobl Israel.

13  Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc’h, komzet adalek ar beure ha n’hoc’h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n’hoc’h eus ket respontet din,

14  e rin d’an ti-mañ ma’z eo galvet va anv warnañ ha ma fiziit ennañ, d’al lec’h-mañ am eus roet deoc’h ha d’ho tadoù, evel ma em eus graet da Silo.

15  Me a zistaolo ac’hanoc’h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc’h holl vreudeur, holl lignez Efraim.

16  Te, na bed ket evit ar bobl-mañ, na sav evito na klemm na aspedenn, na c’houlenn netra diganin rak ne selaouin ket ouzhit.

17  Ha ne welez ket ar pezh a reont e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem?

18  Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ.

19  Ha me eo a imoront? eme an AOTROU. Ha n’eo ket int o-unan, evit mezh o dremm?

20  Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c’hounnar, va fulor a gouezho war al lec’h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget.

21  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakait ho loskaberzhoù gant hoc’h aberzhoù, ha debrit ar c’hig anezho.

22  Rak ne’m eus ket komzet gant ho tadoù ha ne’m eus ket roet gourc’hemennoù, en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, diwar-benn al loskaberzhoù hag an aberzhoù.

23  Met setu amañ ar pezh am eus gourc’hemennet ha lavaret dezho: Selaouit ouzh va mouezh hag e vin ho Toue hag e viot va fobl, kerzhit war an holl hentoù a c’hourc’hemennan deoc’h, evit ma’z aio mat an traoù ganeoc’h.

24  Met n’o deus ket selaouet, n’o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c’halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec’h dont da’m c’havout.

25  Abaoe an deiz m’eo deuet ho tadoù eus bro Ejipt betek hiziv, em eus kaset deoc’h va holl servijerien ar brofeded, o c’haset em eus deoc’h bemdez, adalek ar beure.

26  Met n’o deus ket selaouet, n’o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc’h eget o zadoù.

27  Lavarout a ri dezho an holl gomzoù-mañ, met ne selaouint ket. Krial a ri war o lerc’h, met ne respontint ket.

28  Neuze e lavari dezho: Amañ emañ ar vroad na selaou ket mouezh an AOTROU he Doue ha na zegemer ket ar gelennadurezh. Ar wirionez a zo aet da goll, lamet eo diouzh o genoù.

29  Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.

30  Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma’z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.

31  Savet o deus uhellec’hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc’hed, ar pezh na’m boa ket gourc’hemennet, ha na’m boa ket soñjet ennañ.

32  Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg. Hag e vo sebeliet e Tofed dre ziouer a lec’h.

33  Korfoù marv ar bobl-mañ a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar, ha ne vo den da drubuilhañ anezho.

34  Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac’h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.

 

Pennad 8

1  En amzer-se, eme an AOTROU, e vo taolet eskern rouaned Juda, eskern e briñsed, eskern e aberzhourien, eskern e brofeded hag eskern tud Jeruzalem, er-maez eus o bezioù.

2  Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc’h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c’horre an douar.

3  Ar marv a vo gwelloc’h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec’hioù ma em bo o c’haset, eme AOTROU an armeoù.

4  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU: Mar kouezher, ha ne adsaver ket? Mar distroer, ha ne zeuer ket en-dro?

5  Perak he deus adfeilhet ar bobl-se eus Jeruzalem en un adfeilh padus? Kenderc’hel a reont en douellerezh, dinac’hañ a reont distreiñ.

6  Selaouet em eus ha klevet: Ne gomzont ket hervez ar reizhder, n’eus den o kaout keuz d’e zrougiezh hag o lavarout: Petra am eus graet? Holl e tistroont d’o redadenn, evel ur marc’h a zilamm d’ar brezel.

7  Ar c’hwibon zoken, en oabl, a oar hec’h amzerioù, an durzhunell, ar wennili hag ar c’haran a zouj amzer o donedigezh, met va fobl n’anavez ket barnedigezh an AOTROU.

8  Penaos e lavarit: Fur omp, ha lezenn an AOTROU a zo ganeomp? Met setu, pluenn c’haouiat ar skribed he deus labouret evit ar gaou.

9  Ar furien a zo mezhek, spouronet ez int ha tapet, rak taolet o deus kuit komz an AOTROU. Ha pebezh furnez o deus?

10  Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc’henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d’ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.

11  Louzaouet o deus gouli merc’h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc’h! Peoc’h! Ha n’eus ket a beoc’h.

12  Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n’o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n’ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.

13  Me o lamo kuit holl, eme an AOTROU, n’eus rezinenn ebet er winienn, n’eus fiezenn ebet er wezenn-fiez, an delienn a zo gweñvet, ar pezh am eus roet dezho a vo lamet diganto.

14  Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d’ar c’hêrioù kreñv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evañ, rak hon eus pec’het a-enep an AOTROU.

15  Gortoz a raemp ar peoc’h, met n’eus netra vat, amzer ar yec’hed, met setu ar spont.

16  Diouzh tu Dan e vez klevet c’hwirinadeg e gezeg, an holl zouar a gren gant trouz gourriziadennoù e re greñv. Dont a reont da zebriñ ar vro hag ar pezh a zo enni, kêr hag ar re a zo o chom enni.

17  Rak setu e kasan a-enep deoc’h naered, naered-gwiber, ha n’eus strobinell ebet a-enep dezho, hag e krogint ennoc’h, eme an AOTROU.

18  A! Ehan evit va glac’har! Va c’halon he deus poan em c’hreiz.

19  Setu mouezh merc’h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n’emañ ken an AOTROU e Sion? Ha n’emañ ken he roue en he c’hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoù kizellet, gant mogidelloù an diavaezidi?

20  An eost a zo tremenet, an hañv a zo echu, ha n’omp ket dieubet.

21  Bloñset on en abeg da vloñs merc’h va fobl, er c’hañv on, ar glac’har en deus kroget ennon.

22  Ha n’eus ket a valzam e Galaad? Ha n’eus ket a vedisin eno? Perak eta n’eo ket yac’haet gouli merc’h va fobl?

 

Pennad 9

1  O! Perak n’eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc’h va fobl.

2  O! Perak ne’m eus ket er gouelec’h ul lochenn evit beajour? Dilezel a rafen va fobl hag ez afen pell diganto, rak holl int avoultrerien hag ur vandenn c’hanazed.

3  Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N’eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n’anavezont ket ac’hanon, eme an AOTROU.

4  Ra ziwallo pep hini ouzh e vignon ha ra ne fizio e breur ebet, rak pep breur a glask distroadañ, ha pep mignon a skuilh drouklavaroù.

5  Pep hini a ra goap eus e nesañ, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d’o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc’h ober an droug.

6  Da chomlec’h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac’hont va anavezout, eme an AOTROU.

7  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an d’o zeuziñ ha d’o amprouiñ, rak penaos e rafen e-giz-all e-keñver merc’h va fobl?

8  O zeod a zo ur bir lazhus a lavar gevier. Pep hini en deus ar peoc’h en e c’henoù gant e nesañ, met en e galon e stegn antelloù dezhañ.

9  Ha ne gastizin ket anezho evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n’en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?

10  War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec’h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec’het kuit, aet int kuit.

11  Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec’hioù dilaosket, hep den o chom enno.

12  Piv eo an den fur a glevo kement-se? Piv en deus komzet genoù an AOTROU outañ? Piv a zisklêrio abeg distruj ar vro hag abeg an tan-gwall a zev anezhi evel ur gouelec’h, hep den da dremen drezañ?

13  Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus ankounac’haet va lezenn am boa lakaet dirazo, dre ma n’o deus ket selaouet ouzh va mouezh, ha n’o deus ket kerzhet hervezi,

14  dre ma o deus heuliet kaleter o c’halon hag ar Baaloù, evel ma oant bet kelennet gant o zadoù.

15  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e rin d’ar bobl-mañ debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet.

16  O stlabezañ a rin e-touez ar broadoù n’o deus ket anavezet, nag int nag o zadoù, hag e kasin war o lerc’h ar c’hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.

17  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kerc’hit, galvit ar gouelerezed, ra zeuint, kasit etrezek ar maouezed fur, ra zeuint,

18  ra hastint ha ra tisklêrint warnomp ur werz, ra deuzo hon daoulagad e daeroù, ra redo an dour eus hor malvennoù.

19  Rak ur vouezh hirvoudus a vez klevet eus Sion: Penaos omp bet distrujet? Goloet omp a vezh, rak dilezel a reomp ar vro hag eo diskaret hon teltennoù!

20  Maouezed, selaouit komz an AOTROU, ra zegemero ho skouarn komz e c’henoù, kelennit d’ho merc’hed hirvoudiñ, hag an eil d’eben ober gwerzioù.

21  Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.

22  Lavar: Evel-henn e komz an AOTROU: Korfoù marv an dud a gouezho evel teil war ar parkeier, evel un dornad tañvouez war-lerc’h an eoster, hep den d’o dastum.

23  Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c’hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,

24  met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mañ: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoù-se e kavan plijadur, eme an AOTROU.

25  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kastizin an holl amdroc’hidi a zo diamdroc’h.

26  An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec’h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc’h, hag holl di Israel a zo diamdroc’h a galon.

 

Pennad 10

1  Selaouit ar gomz en deus an AOTROU disklêriet deoc’h, ti Israel.

2  Evel-henn e komz an AOTROU: Na zeskit ket hent ar broadoù, n’ho pet ket aon rak arouezioù an neñvoù evel ma o deus aon ar broadoù razo.

3  Rak gizioù ar broadoù n’int nemet mogidelloù. Troc’het eo ur wezenn er goadeg, dorn ar micherour he labour gant ur vouc’hal,

4  kaeraet eo gant arc’hant ha gant aour, staget eo gant tachoù ha morzhol evit na fiñvo ket.

5  Heñvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c’hellont ket kerzhout. N’ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c’hellont ket ober a vad.

6  Den n’eo heñvel ouzhit, AOTROU! Te a zo bras, ha da anv a zo bras e galloud.

7  Piv ne zoujfe ket ac’hanout, Roue ar broadoù? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furañ ar broadoù, hag en holl rouantelezhioù, den n’eo heñvel ouzhit.

8  Holl int a-gevret fall ha diboell. Ar c’hoad ne gelenn nemet mogidelloù.

9  Arc’hant plaket degaset eus Tarsiz, hag aour eus Ufaz, a zo lakaet gant ur c’hizeller ha daouarn un orfebour. Al limestra hag an tane eo o dilhad. Holl int oberennoù tud ijinus.

10  Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c’hellont ket gouzañv e zroug.

11  Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n’o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù.

12  Eñ eo en deus graet an douar gant e c’halloud, en deus diazezet ar bed gant e furnez, en deus astennet an neñvoù dre e boell.

13  Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù. Lakaat a ra an aezhennoù da bignat eus penn an douar, ober a ra luc’hed ha glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.

14  Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n’int nemet gaou, n’eus ket a c’hwezhadenn enno.

15  N’int nemet mogidelloù, oberennoù a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c’hastiz.

16  Lodenn Jakob n’eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.

17  Dastum diwar an douar da draoù, te hag a zo azezet en estrenvan.

18  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu, ar wech-mañ ez an da dalmañ tud ar vro, hag e lakain anezho war enk, hag e vint tapet.

19  Gwalleur din! Bruzunet on! Va gouli a zo poanius! Met me a lavar: Ac’hanta, va foan eo, hag e c’houzañvin anezhi.

20  Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac’hanon, n’emaint ken. N’eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù.

21  Rak ar vêsaerien a zo bet diboell, n’o deus ket klasket an AOTROU, en abeg da-se n’o deus ket graet berzh, hag o holl loened a zo bet stlabezet.

22  Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiñ kêrioù Juda e lec’hioù dilaosket hag ober anezho toulloù evit an aourgon.

23  AOTROU, gouzout a ran n’eo ket dioutañ hent an den, ha n’eo ket e galloud an hini a gerzh da ren e gammedoù.

24  Va c’hastiz, AOTROU, koulskoude dre vuzul, nann hervez da gounnar, gant aon na’m c’hasfes da netra.

25  Skuilh da fulor war ar broadoù na’z anavezont ket, ha war an tiegezhioù na c’halvont ket da anv, rak lonket o deus Jakob, e lonket o deus, e guzumet o deus, ha gwastet o deus e chomlec’h.

 

Pennad 11

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2  Selaouit komzoù an emglev, ha komzit ouzh tud Juda hag annezidi Jeruzalem.

3  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Milliget ra vo an den na selaou ket komzoù an emglev-mañ,

4  am eus gourc’hemennet d’ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc’hemennet deoc’h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;

5  hag e sevenin al le am eus touet d’ho tadoù, reiñ dezho ur vro a zever gant laezh ha mel, evel ma welit hiziv. Hag e respontis hag e lavaris: Amen, o AOTROU!

6  Hag an AOTROU a lavaras din: Embann an holl gomzoù-se dre gêrioù Juda ha dre straedoù Jeruzalem, o lavarout: Selaouit komzoù an emglev-mañ ha grit hervezo.

7  Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!

8  Met n’o deus ket selaouet, n’o deus ket roet o skouarn, heuliet en deus pep hini kaleter e galon fall. Hag em eus degaset warno holl gomzoù an emglev am eus gourc’hemennet dezho mirout, ha n’o deus ket miret.

9  An AOTROU a lavaras din: Un irienn ‘zo e-touez tud Juda hag e-touez annezidi Jeruzalem.

10  Aet int en-dro da zireizhder o zadoù kentañ, ar re o deus nac’het selaou ouzh va c’homzoù hag a zo aet war-lerc’h doueoù all evit o servijañ. Ti Israel ha ti Juda o deus torret va emglev am eus graet gant o zadoù.

11  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c’hellint ket tec’hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.

12  Kêrioù Juda ha tud Jeruzalem a yelo da grial etrezek doueoù ma kinnigont ezañs dezho, met ne saveteint ket anezho en amzer o gwalleur.

13  Rak, o Juda, kement a zoueoù ac’h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc’h eus savet d’an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.

14  Te, na bed ket evit ar bobl-mañ, na sav evito na klemm na aspedenn, rak ne selaouin ket anezho pa griint etrezek ennon en abeg d’o gwalleur.

15  Petra e teufe va c’haret-mat d’ober em zi? An engroez-mañ n’emañ ket ennañ, nemet evit ober traoù fall. Hag e vo lamet a-zirazout ar c’hig santel. Pa rez an droug, e laouenaez!

16  Olivezenn c’hlas, mat-meurbet dre gaerder he frouezh, evel-se e c’halve an AOTROU ac’hanout. Da drouz ur safar bras ec’h enaou tan enni, hag he brankoù a zo bruzunet.

17  Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug en da enep, en abeg d’an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc’h imoriñ ac’hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.

18  An AOTROU en deus e roet din da c’houzout, ha gouezet em eus. Neuze ec’h eus diskouezet din o oberoù.

19  Ha me, evel un oan doñv kaset d’al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.

20  Met AOTROU an armeoù a zo ur barner reizh a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Diskouez a ri din ar veñjañs a denni anezho, rak diskuliet em eus va c’haoz dit.

21  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU a-enep tud Anatod a glask da vuhez hag a lavar: Na brofedez ket en anv an AOTROU, ha ne varvi ket dre hon daouarn,

22  setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c’hleze, o mibien hag o merc’hed a varvo dre an naonegezh,

23  ha ne vano netra anezho, dre ma lakain da zont un droug war dud Anatod da vloaz o c’hastiz.

 

Pennad 12

1  Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc’h an holl douellerien?

2  O flantet ec’h eus hag o deus gwriziennet, mont a reont war-raok hag e reont frouezh. Tost out d’o genoù met pell diouzh o c’halon.

3  Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c’halon en da geñver. Stlej anezho evel deñved a lazher, hag o c’hempenn evit deiz al lazhadeg.

4  Betek pegeit e vo ar vro er c’hañv ha geot an holl barkeier disec’het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.

5  Mar ec’h eus redet gant troadeien ha ma’z out skuizhet, penaos e c’helli kenstrivañ gant kezeg? Ha mar n’out e surentez nemet en un douar sioul, petra a ri dirak lorc’hentez ar Jordan?

6  Rak da vreudeur zoken ha ti da dad, ar re-se zo bet touellus en da geñver, ar re-se o deus kriet a-leizh-korzenn war da lerc’h. Na gred ket anezho, ha pa gomzont zoken en un doare c’hwek ouzhit.

7  Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hêrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec’h enebourien.

8  Va hêrezh a zo bet evidon evel ul leon er goadeg, laosket en deus e griadenn a-enep din, setu perak em eus kasoni en he c’heñver.

9  Va hêrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d’he debriñ.

10  Mêsaerien e-leizh o deus gwasted va gwinienn, mac’het o deus va lodenn gant o zreid, lakaet o deus va lodenn gaer da vezañ ur gouelec’h glac’haret.

11  Graet o deus ur glac’har diouti, glac’haret eo, e kañv emañ dirazon. An holl vro a zo glac’haret, rak den n’en deus bet e galon teneraet eviti.

12  An distrujerien a zeu war holl grec’hennoù ar gouelec’h, rak kleze an AOTROU a zebr ar vro eus ur penn d’egile. N’eus peoc’h enni evit den.

13  Hadet o deus gwinizh hag ec’h eostont draen, roet o deus bec’h hep gounid. Mezh hoc’h eus gant hoc’h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.

14  Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hêrezh am eus roet da’m fobl Israel: Setu ez an d’o diframmañ eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c’hreiz.

15  Hag e c’hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c’hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d’e hêrezh, ha pep hini d’e zouar.

16  Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m’o deus desket da’m fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.

17  Met ma ne selaouont ket, e tiframmin un hevelep broad hag e tistrujin anezhi, eme an AOTROU.

 

Pennad 13

1  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Kae, pren dit ur gouriz lin, laka anezhañ war da zivgroazell, met na laka ket anezhañ en dour.

2  Hag e prenis ar gouriz hervez komz an AOTROU, hag e lakais anezhañ war va divgroazell.

3  Komz an AOTROU a voe disklêriet din evit an eil gwech er gerioù-se:

4  Kemer ar gouriz ac’h eus prenet hag a zo war da zivgroazell, sav ha kae etrezek an Eufratez, hag eno e kuzhi anezhañ e faoutenn ur roc’h.

5  Mont a ris eta da guzhat anezhañ e-tal an Eufratez, evel m’en doa an AOTROU gourc’hemennet din.

6  Meur a zeiz goude e lavaras an AOTROU din: Sav ha kae etrezek an Eufratez, hag e kemeri ar gouriz am boa gourc’hemennet dit kuzhat eno.

7  Mont a ris eta etrezek an Eufratez, hag e kleuzis hag e kemeris ar gouriz eus al lec’h ma em boa e lakaet, met setu e oa breinet ar gouriz, ne oa ken mat da netra.

8  Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

9  Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se e vreinin lorc’h Juda ha lorc’h bras Jeruzalem.

10  Ar bobl drouk-mañ, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c’homzoù, hag a gerzh hervez kaleter o c’halon, hag a ya war-lerc’h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, a vo evel ar gouriz-mañ n’eo ken mat da netra.

11  Rak evel ma vez staget ur gouriz ouzh divgroazell un den, evel-se em boa staget ouzhin holl di Israel hag holl di Juda, eme an AOTROU, evit ma vijent va fobl, va brud, va meuleudi ha va gloar. Met n’o deus ket selaouet ouzhin.

12  Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ:  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Pep lestr a vo leuniet a win. Hag e lavarint dit: Ha n’ouzomp ket e vo pep lestr leuniet a win?

13  Neuze e lavari dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da leuniañ a vezventi holl dud ar vro-mañ, ar rouaned a zo azezet war dron David, an aberzhourien, ar brofeded hag holl dud Jeruzalem.

14  Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N’espernin ket, ne’m bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.

15  Selaouit, roit ho skouarn, na fougeit ket, rak an AOTROU en deus komzet.

16  Roit gloar d’an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c’haso en un deñvalijenn don.

17  Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d’ho lorc’h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc’hidigezh.

18  Lavar d’ar roue ha d’ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.

19  Kêrioù ar c’hreisteiz a zo prennet, n’eus den da zigeriñ anezho, Juda en e bezh a zo kaset en dalc’hidigezh, kaset eo holl.

20  Sav da zaoulagad ha gwel ar re a zeu eus an hanternoz. Pelec’h emañ an tropell a zo bet roet dit, an deñved a rae da c’hloar?

21  Petra a lavari pa gastizo ac’hanout? Te da-unan ac’h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?

22  Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c’hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.

23  Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc’hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c’hwi a c’hellfe ober ar mad, pa’z oc’h bet desket d’ober an droug?

24  Setu perak e stlabezin anezho evel ar plouz kaset kuit dre avel ar gouelec’h.

25  Evel-se eo da rannad, al lodenn am eus muzuliet dit, eme an AOTROU, rak ec’h eus va ankounac’haet ha lakaet da fiziañs er gaou.

26  Me eta ivez a savo pastelloù da zilhad war da zremm, ha da vezh a vo diskouezet.

27  Da avoultriezh ha da c’hourriziadennoù, brasted da c’hastaouerezh war ar c’hrec’hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic’hlan?

 

Pennad 14

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz diwar-benn ar sec’hor.

2  Juda a zo bet e kañv, e zorojoù a zo mantret, glac’haret, gourvezet d’an douar, ha kriadegoù Jeruzalem a sav.

3  Ar re vras en o zouez a gas ar re vihan da gerc’hat dour; mont a reont d’ar puñsoù-glav ha ne gavont ket a zour. Neuze e tistroont gant o listri goullo, mezhek ha pinous, goleiñ a reont o fenn.

4  En abeg d’an douar skarnilet, pa n’eus ket bet a c’hlav er vro, al labourerien-douar a zo mezhek, goleiñ a reont o fenn.

5  An heizez zoken war ar maez a golen hag a zilez he zorad, rak n’eus ket a c’heot.

6  An ezen gouez en em zalc’h war an tosennoù, o lonkañ an avel evel aourgon. O daoulagad a zo kuzumet rak n’eus ket a c’heot.

7  Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioù a zo niverus, pec’het hon eus a-enep dit.

8  Te eo esperañs Israel, e zieuber en amzer an estrenvan, perak e vefes evel un diavaeziad er vro, hag evel ur beajour a zistro evit tremen an noz?

9  Perak e vefes evel un den sabatuet, evel un den kreñv na c’hell ket saveteiñ? Met te a zo en hor c’hreiz, o AOTROU! Da anv a zo galvet warnomp, na zilez ket ac’hanomp!

10  Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n’en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec’hedoù.

11  Hag e lavaras an AOTROU din: Na bed ket evit ar bobl-mañ.

12  Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n’o c’havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c’hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.

13  Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Setu ar brofeded a lavar dezho: Ne welot ket ar c’hleze, n’ho po ket a naonegezh, met ur peoc’h gwirion a roin deoc’h el lec’h-mañ.

14  Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne’m eus ket o c’haset, ne’m eus ket roet a garg dezho, ne’m eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c’halon a brofedont deoc’h.

15  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar brofeded a ro diouganoù em anv hep ma em befe o c’haset, hag a lavar na vo na kleze na naonegezh er vro: Ar brofeded-se o-unan a varvo dre ar c’hleze ha dre an naonegezh.

16  Hag ar bobl a brofedont dezhi a vo taolet e straedoù Jeruzalem dre an naonegezh ha dre ar c’hleze, ha ne vo den da sebeliañ anezho, nag int nag o gwragez nag o mibien nag o merc’hed, hag e skuilhin warno o drougiezh.

17  Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc’hez, merc’h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.

18  Mard an d’ar parkeier, setu tud toullet gant ar c’hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec’h ez eont.

19  Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez’ en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec’hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc’h, met n’eus netra vat, amzer ar yec’hed, met setu ar spont.

20  Anzav a reomp hon drougiezh, AOTROU, direizhder hon tadoù, rak pec’het hon eus a-enep dit.

21  Na zispriz ket ac’hanomp en abeg da’z anv, na zizenor ket tron da c’hloar, az pez soñj, na dorr ket da emglev ganeomp.

22  E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c’hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n’eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac’hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.

 

Pennad 15

1  Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc’hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma’z aint kuit.

2  Mar lavaront dit: Da belec’h ez aimp? e responti dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: D’ar marv ar re a zo evit ar marv, d’ar c’hleze ar re a zo evit ar c’hleze, d’an naonegezh ar re a zo evit an naonegezh, d’an ere ar re a zo evit an ere.

3  Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c’hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.

4  Hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem.

5  Rak piv en defe trugarez ouzhit, Jeruzalem? Piv a ouelfe warnout? Piv a zistrofe evit goulenn diwar da benn?

6  Va dilezet ec’h eus, eme an AOTROU, aet out a-dreñv, neuze ec’h astennan va dorn warnout hag e tistrujan ac’hanout. Skuizh on o kaout truez ouzhit.

7  O gwentañ a rin gant ur c’hrouer ouzh dorojoù ar vro, o dirannañ a rin eus mibien, va fobl a gasin da goll, rak ne zistroont ket diwar o hentoù.

8  Liesaat a rin o intañvezed, muioc’h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.

9  An hini he deus ganet seizh mab a zisec’h, dianalañ a ra hec’h ene, hec’h heol a guzh pa’z eo c’hoazh deiz, mezhek ha dismegañset eo. Ar re a vano ganti, me o roio d’ar c’hleze dirak o enebourien, eme an AOTROU.

10  Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec’h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d’an holl vro! Ne brestan netra, n’amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac’hanon.

11  Hag an AOTROU a lavar: Ha ne virin ket ac’hanout evit ar mad? Ha ne rin ket d’an enebour pediñ ac’hanout en amzer ar glac’har hag en amzer an estrenvan?

12  An houarn, hag e vruzuno houarn pe arem an hanternoz?

13  Da binvidigezh ha da deñzorioù a roin d’ar preizh hep prizañ anezho, en abeg da’z holl bec’hedoù e-barzh da holl harzoù.

14  Lakaat a rin ac’hanout da dremen gant da enebourien d’ur vro n’anavezez ket, rak enaouet eo tan va c’hounnar, hag e vo entanet a-enep deoc’h.

15  Gouzout a rez, o AOTROU! Az pez soñj ac’hanon, gweladenn ac’hanon ha va veñj eus va heskinerien! Na lam ket ac’hanon, o taleañ da fulor, ha gouez e c’houzañvan an dismegañs evidout.

16  En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c’halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù.

17  Ne’m eus ket azezet e bodadeg ar c’hoapaerien evit laouenaat, met a-drugarez da’z torn em eus azezet va-unan, hag a erez ec’h eus va leuniet.

18  Perak ez eo va foan dibaouez? Perak ez eo va gouli dibare, ha ne fell ket dezhi yac’haat? Hag e vefes evidon evel ur vammenn douellus, evel doureier na c’heller ket fiziañ enno?

19  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc’hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.

20  Me a raio dit bezañ ur voger arem kreñvaet evit ar bobl-mañ. Ma reont brezel dit, ne drec’hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiñ ha da zieubiñ, eme an AOTROU.

21  Hag e tieubin ac’hanout eus dorn ar re zrouk, hag e tasprenin ac’hanout eus dorn ar re daer.

 

Pennad 16

1  Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

2  Ne gemeri ket a wreg, ha ne’z po ket a vibien nag a verc’hed el lec’h-mañ.

3  Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar vibien hag ar merc’hed a vo ganet el lec’h-mañ, ha diwar-benn ar mammoù o devo o ganet, ha diwar-benn an tadoù o devo o engehentet er vro-mañ:

4  Mervel a raint dre varv ar c’hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c’horre an douar; distrujet e vint dre ar c’hleze ha dre an naonegezh, hag o c’horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.

5  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ned i ket d’un ti a gañv, ha ned i ket da hirvoudiñ ha da c’hlac’hariñ ganto, rak tennet em eus va feoc’h eus ar bobl-mañ eme an AOTROU, va madelezh ha va zrugarez.

6  Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n’en em raio flañch ha den n’en em douzo evito.

7  Ne vo ket torret ar bara er c’hañv evit frealziñ unan bennak diwar-benn un den marv, ne vo ket kinniget hanaf ar frealz evit o zad pe evit o mamm.

8  Ned i kennebeut d’un ti a fest d’azezañ ganto evit debriñ pe evañ.

9  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec’h-mañ, dirak ho taoulagad hag en ho teizioù, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac’h-nevez.

10  Pa ez po disklêriet d’ar bobl-mañ an holl draoù-se, e lavarint dit: Perak en deus an AOTROU embannet an holl zroug-se a-enep deomp? Peseurt direizhder eo hon hini? Peseurt pec’hed hon eus graet a-enep an AOTROU hon Doue?

11  Hag e lavari dezho: Dre ma o deus ho tadoù dilezet ac’hanon, eme an AOTROU, dre ma’z int aet war-lerc’h doueoù all, dre ma o deus o servijet ha stouet dirazo, dre ma o deus va dilezet ha n’o deus ket miret va lezenn,

12  ha dre ma hoc’h eus graet gwashoc’h eget ho tadoù. Rak setu, pep hini a gerzh hervez kaleter e galon fall, evit chom hep va selaou.

13  Neuze e tezougin ac’hanoc’h eus ar vro-mañ d’ur vro n’hoc’h eus ket anavezet, na c’hwi nag ho tadoù, hag eno e servijot doueoù all, deiz ha noz, rak ne rin ket trugarez deoc’h.

14  Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt,

15  met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma en deus o c’haset enno. Rak o degasin en-dro d’o bro am boa roet d’o zadoù.

16  Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec’hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.

17  Rak va daoulagad a zo war o holl hentoù; n’int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n’eo ket goloet a-zirak va daoulagad.

18  Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec’hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.

19  AOTROU, va nerzh, va c’hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da’z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.

20  Hag e raio an den doueoù dezhañ e-unan? Ha koulskoude n’int ket doueoù.

21  Setu perak e roin da anavezout dezho ar wech-mañ, e roin da anavezout dezho va dorn ha va galloud, hag e ouezint ez eo va anv an AOTROU.

 

Pennad 17

1  Pec’hed Juda a zo skrivet gant un engraver houarn, gant ur beg diamant. Merket eo war daol o c’halonoù ha war gerniel o aoterioù.

2  Evel ma soñjont en o mibien, e soñjont en o aoterioù hag en o Asheraoù (= doueezoù) e-kichen ar gwez glas ha war ar c’hrec’hiennoù uhel.

3  Dereiñ a rin va menez gant he farkeier d’ar preizh, ha da binvidigezhioù, da deñzorioù, da uhellec’hioù, en abeg d’ar pec’hedoù war da holl zouar.

4  Dre da wall e kolli an hêrezh am boa roet dit, hag e lakain ac’hanout dindan da enebourien en ur vro n’anavezez ket. Rak enaouet hoc’h eus tan va c’hounnar, hag e tevo da viken.

5  Evel-henn e komz an AOTROU: Milliget eo an den a fiz en den, a laka er c’hig e nerzh, a zistro e galon diouzh an AOTROU.

6  Bez’ e vo evel brug er gouelec’h, ne welo ket ar mad o tont, met chom a raio el lec’h distro ha sec’h, war un douar holenek ha diannez.

7  Benniget eo an den a fiz en AOTROU, hag ez eo an AOTROU e fiziañs.

8  Bez’ e vo evel ur wezenn plantet war vord an doureier, a astenn he gwrizioù a-hed un dour-red, ne welo ket pa zeuio an tommder, ha delienn a vo glas, ne vo ket enkrezet gant ur bloavezh sec’hor ha ne baouezo ket da zougen frouezh.

9  Ar galon a zo touellus dreist pep tra, ha fall disfizius. Piv hec’h anavezo?

10  Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.

11  An hini a akuizit pinvidigezhioù hep reizhder a zo evel ur glujar a c’hor ar pezh n’he deus ket dozvet, lezel a raio anezho e-kreiz e zeizioù, ha d’an diwezh e vo kavet diskiant.

12  Lec’h hor santual a zo un tron a c’hloar, ul lec’h uhelaet adalek ar penn-kentañ.

13  AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac’hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.

14  AOTROU, yac’ha-me hag e vin yac’h, savete-me hag e vin salvet, rak va meuleudi ez out.

15  Setu ar re-mañ a lavar din: Pelec’h emañ komz an AOTROU? Ra zeuio eta!

16  Ha me ne’m eus ket nac’het bezañ mesaer war da lerc’h, ha ne’m eus ket c’hoantaet deiz ar gwalleur, gouzout a rez. Ar pezh a zo deuet eus va muzelloù a zo bet dirazout.

17  Na vez ket evidon ur spont, va repu ez out da zeiz ar glac’har.

18  Ra vo mezhek ar re a heskin ac’hanon, ha ra ne vin ket mezhek! Ra vint spouronet, ha ra ne vin ket spouronet! Degas deiz ar gwalleur warno, ha sko warno gant ur gouli daougementet.

19  Evel-henn e komz an AOTROU ouzhin: Kae hag en em zalc’h ouzh dor Mibien ar bobl, ma’z a ha ma teu drezi rouaned Juda, hag ouzh holl zorojoù Jeruzalem,

20  ha lavar dezho: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda, hag holl Juda, hag holl dud Jeruzalem a ya dre an dorojoù-mañ.

21  Evel-henn e komz an AOTROU: Diwallit war hoc’h eneoù, na zougit bec’h ebet da zeiz ar sabad, na rit ket tremen anezho dre zorojoù Jeruzalem,

22  na gasit bec’h ebet er-maez eus ho tiez da zeiz ar sabad, na rit labour ebet, met santelait deiz ar sabad, evel ma em eus gourc’hemennet d’ho tadoù.

23  Met n’o deus ket selaouet, n’o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou ha chom hep degemer kelennadurezh.

24  Met mar selaouit ouzhin gant evezh, eme an AOTROU, ha na rit tremen bec’h ebet dre zorojoù ar gêr-mañ da zeiz ar sabad, mar santelait deiz ar sabad en ur chom hep ober labour ebet ennañ,

25  neuze ar rouaned hag ar briñsed azezet war dron David a zeuio-tre dre zorojoù ar gêr-mañ pignet war girri ha war gezeg, int hag o friñsed, tud Juda ha tud Jeruzalem, hag ar gêr-mañ a vo annezet da viken.

26  Dont a reor eus kêrioù Juda, a-ziwar droioù Jeruzalem, eus bro Venjamin, eus ar vro izel, eus ar menez, eus ar c’hreisteiz, da zegas loskaberzhoù, aberzhoù, donezonoù hag ezañs, hag e vo degaset aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU.

27  Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec’h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoù Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoù, deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.

 

Pennad 18

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2  Sav ha diskenn da di ar poder, hag eno e rin dit klevout va c’homzoù.

3  Diskenn a ris eta da di ar poder, ha setu e laboure war e durgn.

4  Al lestr a rae gant ar pri a zalc’he en e zorn a voe c’hwitet, hag e reas ul lestr all dioutañ, evel ma kave e oa mat dezhañ ober.

5  Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

6  Ti Israel, ha ne c’hellin ket ober deoc’h evel ar poder-se? eme an AOTROU. Setu, evel ar pri e daouarn ar poder, emaoc’h em dorn, ti Israel.

7  D’an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit diframmañ, diskar ha distrujañ,

8  met mar distro eus he fallentez ar vroad-se am eus komzet diwar he fenn, em bo ivez keuz d’an droug am boa soñjet ober dezho.

9  Ha d’an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit sevel hag evit plantañ,

10  met ma ra ar pezh a zo fall dirak va daoulagad ha ma ne selaou ket ouzh va mouezh, em bo ivez keuz d’ar mad am boa lavaret ober dezho.

11  Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc’h, hag ec’h ijinan ur mennad a-enep deoc’h. Distroit pep hini ac’hanoc’h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc’h oberoù.

12  Hag e lavaront: En aner eo! Hor menozioù a heuilhimp, ha pep hini ac’hanomp a raio hervez kaleter e galon fall.

13  Neuze evel-henn e komz an AOTROU: Goulennit eta digant ar broadoù: Piv en deus klevet hevelep traoù? Gwerc’hez Israel he deus graet traoù euzhus.

14  Erc’h al Liban, hag e tilez roc’h ar parkeier? Doureier deuet a-bell, fresk ha froudus, hag ez int dilaosket?

15  Met va fobl he deus va ankounac’haet, kinniget he deus ezañs d’an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk,

16  evit ober eus o bro ur glac’har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.

17  Hag e stlabezin anezho dirak an enebour evel gant avel ar sav-heol, hag e troin kein dezho, ne sellin ket outo da zeiz o glac’har.

18  Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c’huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.

19  AOTROU, taol evezh ouzhin, selaou mouezh va dislavarerien.

20  Hag e vo rentet an droug evit ar mad? Rak toullet o deus ur poull evit va ene. Dalc’h soñj em eus en em zalc’het dirazout evit komz evit o mad, hag evit distreiñ da gounnar diouto.

21  Setu perak, ro o mibien d’an naonegezh, dilez-int da c’halloud ar c’hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c’hleze er brezel,

22  ra vo klevet eus o ziez garmadegoù, pa ri a-daol-trumm da vagadoù dont warno, rak toullet o deus ur poull evit tapout ac’hanon, ha stegnet o deus pechoù dindan va zreid.

23  Ha te, AOTROU, te a anavez o holl guzulioù em enep evit va lakaat d’ar marv. Na c’holo ket o drougiezh ha na ziverk ket o fec’hed a-zirak da zremm, ra vint diskaret dirazout, gra en o enep en amzer da gounnar.

 

Pennad 19

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Kae ha pren ur pod pri digant ur poder, ha kemer ganit henaourien ar bobl hag henaourien an aberzhourien,

2  ha kae da draonienn mab Hinnom, a zo ouzh toull dor ar Sav-heol, hag embann eno ar c’homzoù a lavarin dit.

3  Lavar: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda ha tud Jeruzalem: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war al lec’h-mañ un droug a dinto e divskouarn kement hini a glevo diwar e bouez.

4  Va dilezet o deus, diavaezet o deus al lec’h-mañ, kinniget o deus ennañ ezañs da zoueoù all n’anavezent ket, nag int nag o zadoù na rouaned Juda, leuniet o deus al lec’h-mañ a wad didamall,

5  savet o deus uhellec’hioù da Vaal evit deviñ dre an tan o mibien e loskaberzhoù da Vaal, ar pezh na’m boa ket gourc’hemennet, na lavaret, ha na oa ket em soñj,

6  setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken anvet al lec’h-mañ: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg.

7  Hag e kasin da netra el lec’h-mañ kuzul Juda ha Jeruzalem, hag e rin dezho kouezhañ dre ar c’hleze dirak o enebourien, ha dre zorn ar re a glask o buhez, hag e roin o c’horfoù marv da voued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.

8  Hag e rin eus ar gêr-mañ ur glac’har hag ur goapaerezh. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a c’hwitello en abeg d’hec’h holl c’houlioù.

9  Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc’hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.

10  Hag e vruzuni ar pod dindan daoulagad ar re a vo aet ganit,

11  hag e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evel-se e vruzunin ar bobl hag ar gêr-mañ, evel ma vez bruzunet lestr ur poder, na c’hell ken bezañ adaozet. Sebeliet e vint e Tofed, rak ne vo lec’h ebet ken evit o sebeliañ.

12  Evel-se e rin d’al lec’h-mañ, eme an AOTROU, ha d’e dud, lakaat a rin ar gêr-mañ heñvel ouzh Tofed.

13  Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec’h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.

14  Goude e tistroas Jeremiaz eus Tofed, e-lec’h m’en doa e gaset an AOTROU da brofediñ, hag en em zalc’has war leurenn ti an AOTROU, hag e lavaras d’an holl bobl:

15  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ ha war hec’h holl gêriadennoù an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c’homzoù.

 

Pennad 20

1  Neuze Pashur, mab Immer an aberzhour ha mestr ti an AOTROU, a glevas Jeremiaz o profediñ an traoù-se.

2  Pashur a skoas war ar profed Jeremiaz hag a lakaas anezhañ en toull-bac’h a oa en dor uhelañ Benjamin, e ti an AOTROU.

3  Met an deiz war-lerc’h, Pashur a dennas Jeremiaz eus an toull-bac’h. Jeremiaz a lavaras dezhañ: An AOTROU n’en deus ket da anvet Pashur, met Magor-Misabib (= spont tro-dro).

4  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da reiñ ac’hanout d’ar spont, te ha da holl vignoned. Kouezhañ a raint dre gleze o enebourien, ha da zaoulagad a welo-se. Me a lakaio Juda holl etre daouarn roue Babilon, a gaso anezho da Vabilon hag a skoio warno gant ar c’hleze.

5  Me a roio holl binvidigezhioù ar gêr-mañ, hec’h holl labour, hec’h holl draoù prizius, me a roio holl deñzorioù rouaned Juda etre daouarn o enebourien, a breizho anezho, a gemero anezho, hag a gaso anezho da Vabilon.

6  Ha te Pashur, hag an holl re a zo o chom ez ti, a yelo d’an harlu. Mont a ri da Vabilon, hag eno e varvi, hag eno e vi sebeliet, te ha da holl vignoned, ma ec’h eus profedet dezho ar gaou.

7  O AOTROU! Va hoalet ec’h eus, hag on bet hoalet, kroget ec’h eus ennon, hag ec’h eus gounezet. Bez’ ez on goapaet a-hed an deiz, pep hini a ra goap ac’hanon.

8  Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoù, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegañs hag e goapaerezh a-hed an deiz.

9  Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c’halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d’e zerc’hel, met ne c’hellan ket.

10  Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc’h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec’himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!

11  Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec’hint ket, ha dre ma n’o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziañ a raint gant ur vezh peurbadus.

12  AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c’haoz.

13  Kanit d’an AOTROU, meulit an AOTROU, rak dieubet en deus ene ar paour eus dorn ar re fall.

14  Milliget ra vo deiz va ganedigezh, ra ne vo ket benniget an deiz ma’z on bet ganet gant va mamm!

15  Milliget ra vo an den a roas ar c’heloù-se da’m zad: Ganet eo bet dit ur mab! hag a leunias anezhañ a levenez.

16  Ra vo an den-se evel ar c’hêrioù en deus an AOTROU distrujet hep kaout keuz, ra glevo ar c’hlemmvan da vintin hag ar youc’h brezel da greisteiz.

17  Perak n’on ket bet lakaet d’ar marv e kof va mamm? Perak n’eo ket bet va mamm evidon va bez? Perak n’eo ket chomet brazez da viken?

18  Perak ez on bet ganet, evit gwelout nemet trubuilh ha glac’har hag evit kuzumiñ er vezh va deizioù?

 

Pennad 21

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d’e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout:

2  Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.

3  Jeremiaz a lavaras dezho: Evel-henn e lavarot da Sedesia:

4  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiñ an armoù brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioù a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac’hanoc’h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gêr-mañ.

5  Ha me va-unan a stourmo a-enep deoc’h, gant un dorn astennet hag ur vrec’h kreñv, gant kounnar, gant fulor ha gant ur vrouez vras.

6  Hag e skoin war dud ar gêr-mañ, den ha loen, hag e varvint dre ur vosenn vras.

7  Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c’hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc’h ar c’hleze, n’esperno ket anezho, n’en devo na truez na trugarez.

8  Lavarout a ri d’ar bobl-mañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan dirazoc’h hent ar vuhez hag hent ar marv.

9  Piv bennak a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c’hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, met an hini a zeuio er-maez hag en em rento d’ar Galdeiz a seziz ac’hanoc’h, a vevo hag en devo e vuhez evel preizh.

10  Rak troet em eus va dremm a-enep ar gêr-mañ, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.

11  Ha diwar-benn ti roue Juda: Selaouit komz an AOTROU:

12  Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac’homer, gant aon na zeufe va c’hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d’e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc’h oberoù.

13  Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc’h ar blaenenn, eme an AOTROU, c’hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec’hioù?

14  Me ho kastizo hervez frouezh hoc’h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c’hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.

 

Pennad 22

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Diskenn da di roue Juda, ha disklêr ennañ ar gomz-mañ:

2  Lavar: Selaou ouzh komz an AOTROU, roue Juda, azezet war dron David, te, da servijerien ha da bobl, c’hwi hag a ya dre an dorojoù-mañ,

3  evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac’homer, na vac’hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec’h-mañ.

4  Rak ma rit hervez ar gomz-mañ, ar rouaned azezet war dron David a yelo dre zorojoù an ti-mañ, pignet war girri ha war gezeg, int, o servijerien hag o fobl.

5  Met ma ne selaouit ket ouzh ar gomz-mañ, touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, ma vo gwastet an ti-mañ.

6  Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti roue Juda: Bez’ ez out evidon evel Galaad, evel lein al Liban, met a-dra-sur e rin ac’hanout ur gouelec’h, kêrioù didud.

7  Kempenn a ran a-enep dit distrujerien, pep hini gant e armoù, a droc’ho hag a daolo en tan an dibab eus da sedrez.

8  Kalz a vroadoù a dremeno e-kichen ar gêr-mañ, ha pep hini a lavaro d’e genseurt: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d’ar gêr vras-mañ?

9  Hag e vo respontet: Dre m’o deus dilezet emglev an AOTROU o Doue, ha dre m’o deus stouet dirak doueoù all ha servijet anezho.

10  Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitañ, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n’adwelo ket bro e c’hanedigezh.

11  Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Shallum mab Jozia roue Juda, a renas war-lerc’h Jozia e dad, hag a zo aet kuit eus al lec’h-mañ: Ne zistroio ken,

12  met mervel a raio el lec’h m’eo kaset en harlu, ha ne welo ken ar vro-mañ.

13  Gwalleur d’an hini a sav e di dre an direizhder hag e gambroù uhel dre an dislealder, a laka e nesañ da labourat evit netra, na ro ket dezhañ e c’hopr,

14  a lavar: Sevel a rin din un ti bras ha kambroù frank, a doull prenestroù, a lambrusk gant sedrez, hag a liv e ruz.

15  Daoust hag e reni dre ma en em veulez da implijout sedrez? Ha n’en deus ket da dad evet ha debret? Met ober a rae hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, hag ez ae mat an traoù gantañ.

16  Barn a rae kaoz ar paour hag an ezhommeg, hag ez ae mat an traoù gantañ. Ha n’eo ket-se va anavezout? eme an AOTROU.

17  Met da zaoulagad ha da galon n’int nemet evit da wallc’hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac’homañ ha gwaskañ.

18  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c’hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!

19  Sebeliet e vo e bez un azen, stlejet ha taolet e vo er-maez eus dorojoù Jeruzalem.

20  Pign d’al Liban, kri, sav da vouezh war ar Basan, kri eus lein an Abarim! Rak an holl re az kare a zo distrujet.

21  Komzet em eus ouzhit en amzer da verzh, hag e lavares: Ne selaouin ket. Setu da hent abaoe da yaouankiz, ne’c’h eus ket selaouet ouzh va mouezh.

22  An avel en em beuro eus da holl vêsaerien, hag ar re a gar ac’hanout a yelo d’an harlu. A-dra-sur neuze e vi mezhek ha dismegañset en abeg da’z holl zrougiezh.

23  Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac’har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ!

24  Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac’hanout ac’hane.

25  Hag e lakain ac’hanout etre daouarn ar re a glask da vuhez, etre daouarn ar re ma ec’h eus aon dirazo, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, hag etre daouarn ar Galdeiz.

26  Da deurel a rin, te ha da vamm he deus da c’hanet, en ur vro all ma n’hoc’h eus ket bet ganet enni, hag eno e varvot.

27  Ha diwar-benn ar vro ma c’hoantaint distreiñ dezhi, ne zistroint ket.

28  An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n’anavezont ket?

29  O douar, douar, douar! Selaou komz an AOTROU!

30  Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c’hello azezañ war dron David, na ren c’hoazh war Juda.

 

Pennad 23

1  Gwalleur d’ar vêsaerien a zistruj hag a stlabez tropell va feurvan, eme an AOTROU.

2  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar vêsaerien a beur va fobl: Stlabezet hoc’h eus va deñved, o c’haset hoc’h eus kuit, n’hoc’h eus ket graet war o zro. Setu ez an d’ober war ho tro en abeg da zrougiezh hoc’h oberoù, eme an AOTROU.

3  Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c’haset kuit, hag o degasin en-dro d’o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.

4  Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n’o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.

5  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.

6  En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.

7  Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet mibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt,

8  met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet pignat kuit ha distroet diskennidi ti Israel eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma em bo o c’haset kuit, hag e vint o chom en o bro.

9  En abeg d’ar brofeded eo rannet va c’halon em c’hreiz, hag e kren va holl eskern. Bez’ ez on evel un den mezv, evel un den trec’het gant ar gwin, en abeg d’an AOTROU hag en abeg da gomzoù e santelezh.

10  Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kañv en abeg d’ar vallozh, peurvanoù ar gouelec’h a zo krazet. O redadenn n’a nemet d’ar fall, hag o nerzh d’ar pezh n’eo ket eeun.

11  Ar profed hag an aberzhour a zo dizeol. Betek em zi e kavan o drougiezh, eme an AOTROU.

12  Setu perak e vo o hent evel lec’hioù risklus en deñvalijenn, bountet e vint hag e kouezhint. Rak me a lakaio an droug da zont warno da vloaz o c’hastiz, eme an AOTROU.

13  E profeded Samaria em eus gwelet kalz a follentez, profediñ a reont dre Vaal, ha dianket o deus va fobl Israel.

14  Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.

15  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar brofeded: Setu ez an d’ober dezho debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet, rak eus profeded Jeruzalem eo en em skuilhet an dizeoliezh en holl vro.

16  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a zo o profediñ deoc’h! Ho lakaat a reont da zont da vezañ aner, o tisklêriañ gweledigezh o c’halon ha nann eus genoù an AOTROU.

17  Lavarout a reont hep paouez d’ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc’h ho po, ha d’an holl re a gerzh hervez kaleter o c’halon: Ne c’hoarvezo droug ebet ganeoc’h.

18  Piv a zo bet e kuzul an AOTROU? Piv en deus merzet ha klevet e gomz? Piv en deus selaouet ouzh e gomz hag he c’hlevet?

19  Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.

20  Kounnar an AOTROU ne zistroio ket, ken n’en devo graet mennadoù e galon hag o c’haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.

21  Ne’m eus ket kaset ar brofeded-se, hag o deus redet; ne’m eus ket komzet outo, hag o deus profedet.

22  Ma vijent bet em c’huzul, o dije roet da anavezout va c’homzoù da’m fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.

23  Ha ned on nemet un Doue a-dost, eme an AOTROU, ha ned on ket un Doue a-bell?

24  Unan bennak, hag e c’hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.

25  Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediñ ar gaou em anv hag o lavarout: Un huñvre am eus bet! Un huñvre am eus bet!

26  Betek pegoulz e vo kement-se e kalon ar brofeded a zo o profediñ ar gaou? Profediñ a reont touellerezh o c’halon,

27  ar c’hoant o deus da lakaat va fobl da ankounac’haat va anv, gant an huñvreoù a lavar pep hini anezho d’e nesañ, evel m’o deus o zadoù ankounac’haet va anv evit Baal.

28  Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c’homz, ra lavaro va c’homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d’ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.

29  Ha n’eo ket va c’homz evel un tan, eme an AOTROU, evel ur morzhol a dorr ar roc’h?

30  Setu perak em eus droug ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a laer va c’homzoù an eil digant egile.

31  Setu, droug em eus ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a ra gant o zeod o-unan, hag a lavar: Lavaret en deus.

32  Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne’m eus ket o c’haset, ne’m eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.

33  Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.

34  Ha diwar-benn ar profed pe an aberzhour pe den ar bobl a lavaro: Diougan an AOTROU, e kastizin an den-se hag e di.

35  Lavarout a reot neuze pep hini d’e nesañ ha pep hini d’e vreur: Petra en deus respontet an AOTROU? ha: Petra en deus disklêriet an AOTROU?

36  Met ne reot ken meneg eus: Diougan an AOTROU, rak komz pep hini a vo e ziougan; direizhet hoc’h eus komzoù an Doue bev, AOTROU an armeoù, hon Doue.

37  Lavarout a ri d’ar profed: Petra en deus respontet an AOTROU dit? ha: Petra en deus disklêriet an AOTROU?

38  Ha mar lavarit: Diougan an AOTROU, en abeg da-se, eme an AOTROU, dre ma lavarit ar gomz-mañ: Diougan an AOTROU, ha ma em eus kaset d’ho kavout da lavarout deoc’h: Na lavarit ken: Diougan an AOTROU,

39  en abeg da-se, ma a ankounac’haio ac’hanoc’h holl, hag ho taolin kuit a-zirazon, c’hwi hag ar gêr am boa roet deoc’h ha d’ho tadoù,

40  hag e lakain warnoc’h un dismegañs peurbadus, ur vezh peurbadus, na vo ket ankounac’haet.

 

Pennad 24

1  An AOTROU a ziskouezas din, setu, div baner fiez lakaet dirak templ an AOTROU, goude ma en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet eus Jeruzalem Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant priñsed Juda hag ar gilvizien hag an alc’hwezerien, ha ma en doa o degaset da Vabilon.

2  Unan eus ar paneroù he doa fiez mat-kenañ, evel ma’z eo fiez an dastum kentañ, hag ar baner all he doa fiez gwall fall, na c’helle ket bezañ debret, ken fall ma oant.

3  Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Fiez, fiez mat, mat-kenañ, ha fiez fall, gwall fall, re fall evit bezañ debret, ken fall ma’z int.

4  Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

5  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Evel ar fiez mat-se, evel-se e tisheñvelain, evit o mad, harluidi Juda am eus kaset eus al lec’h-mañ da vro ar Galdeiz.

6  Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d’ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n’o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n’o zennin ken.

7  Hag e roin dezho ur galon da’m anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da’m c’havout a-greiz-kalon.

8  Hag evel ar fiez fall-se na c’hell ket bezañ debret, ken fall ma’z int, eme an AOTROU, e lakain da vezañ evelto Sedesia roue Juda hag e briñsed hag an nemorant eus Jeruzalem, ar re a zo manet er vro-mañ hag ar re a zo o chom e bro Ejipt.

9  Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c’hoapadenn, ur vallozh, en holl lec’hioù ma em bo o c’haset.

10  Hag e kasin warno ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn, betek ma vint distrujet a-ziwar an douar am boa roet dezho ha d’o zadoù.

 

Pennad 25

1  Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d’ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,

2  hag ar profed Jeremiaz a zisplegas anezhi dirak holl bobl Juda hag holl dud Jeruzalem er gerioù-se:

3  Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma’z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc’h, komzet adalek ar beure, met n’hoc’h eus ket selaouet.

4  An AOTROU en deus kaset deoc’h e holl servijerien, ar brofeded, o c’haset en deus adalek ar beure, met n’hoc’h eus ket o selaouet, n’hoc’h eus ket roet ho skouarn evit selaou,

5  pa lavarent: Distroit pep hini ac’hanoc’h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc’h oberoù, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc’h ha d’ho tadoù,

6  n’it ket war-lerc’h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, na’m imorit ket dre labour ho taouarn, ha ne rin droug ebet deoc’h.

7  Met n’hoc’h eus ket selaouet ouzhin, eme an AOTROU, en doare ma hoc’h eus va imoret dre labour ho taouarn, evit ho kwalleur.

8  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Dre ma n’hoc’h eus ket selaouet ouzh va c’homzoù,

9  setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec’h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac’har hag ur goapaerezh, ur gouelec’h peurbadus.

10  Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac’h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.

11  An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.

12  Hag e c’hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d’o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec’h peurbadus.

13  Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoù am eus disklêriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mañ, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoù-se.

14  Rak pobloù galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoù hag hervez labour o daouarn.

15  Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mañ a win a gounnar, ha ro dioutañ da evañ d’an holl bobloù ma ez kasin etrezek enno.

16  Evañ a raint hag e vrañsellint hag e teuint diskiant en abeg d’ar c’hleze a gasin en o zouez.

17  Kemer a ris eta an hanaf eus dorn an AOTROU, hag e rois da evañ dioutañ d’an holl vroadoù am c’hase an AOTROU etrezek enno,

18  da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d’he rouaned ha d’he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac’har, ur c’hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,

19  da Faraon roue an Ejipt, d’e servijerien, d’e briñsed ha d’e holl bobl,

20  d’an holl veskad, da holl rouaned bro Uz, da holl rouaned bro ar Filistined, da Askalon, da C’haza, da Ekron, d’an nemorant eus Asdod,

21  da Edom, da Voab, da vibien Ammon,

22  da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d’ar mor,

23  da Zedan, Tema ha Buz, d’an holl re a douz kognoù o barv,

24  da holl rouaned Arabia, da holl rouaned an dud mesket a zo o chom er gouelec’h,

25  da holl rouaned Zimri, da holl rouaned Elam, da holl rouaned Media,

26  da holl rouaned an hanternoz, ken tost evel pell, an eil goude egile, da holl rouantelezhioù ar bed, a zo war-c’horre an douar. Ha roue Sheshak a evo war o lerc’h.

27  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evit ha bezit mezv, dislonkit ha kouezhit hep adsevel, en abeg d’ar c’hleze a gasin en ho touez.

28  Ha ma ne fell ket dezho kemer an hanaf eus da zorn evit evañ, e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evañ a reot dioutañ a-dra-dur!

29  Rak setu, en em lakaan d’ober an droug war ar gêr ma vez galvet va anv warni, ha c’hwi a vefe disamm dioutañ? Ne viot ket disamm, rak ar c’hleze a c’halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoù.

30  Profediñ a ri dezho an holl draoù-se: Lavarout a ri: An AOTROU a yudo eus an nec’h, hag a roio da glevout e vouezh eus e chomlec’h santel; yudal a raio a-enep e annezlec’h, leuskel a raio kriadennoù, evel ar re a jaodr er waskerell, a-enep holl dud an douar.

31  An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoù, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d’ar c’hleze, eme an AOTROU.

32  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu e tremen an droug a vroad da vroad, hag ur gorventenn vras a savo eus pennoù an douar.

33  Ar re a vo lazhet gant an AOTROU en deiz-se a vo astennet eus ur penn d’an douar d’egile, ne vo ket gouelet warno, ne vint ket dastumet na sebeliet, met evel teil e vint war-c’horre an douar.

34  Youc’hit, mêsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioù ma viot lazhet, hag ez an d’ho stlabezañ, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.

35  Hag ar vêsaerien n’o devo lec’h ebet da dec’hout, na renerien an tropell da vont kuit.

36  Klevet e vo garmadeg ar vêsaerien ha youc’hadeg renerien an tropell, rak e wast an AOTROU o feurvanoù.

37  Al lochennoù sioul a zo distrujet, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.

38  Dilezet en deus e dinell evel ul leon yaouank: o bro a zo gwastet, en abeg da wrez an heskiner, en abeg d’e gounnar entanet.

 

Pennad 26

1  E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2  Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc’h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gêrioù Juda a zeu da stouiñ e ti an AOTROU an holl gomzoù am eus gourc’hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger.

3  Marteze e selaouint hag e tistroint pep hini diwar e hent fall, hag em bo keuz d’an droug a soñjen ober dezho en abeg da zrougiezh o oberoù.

4  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne selaouit ket ouzhin evit kerzhout hervez va lezenn am eus lakaet dirazoc’h,

5  evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc’h, am eus kaset deoc’h adalek ar beure, ha n’hoc’h eus ket selaouet,

6  me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.

7  An aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl a glevas Jeremiaz o tisklêriañ ar c’homzoù-mañ e ti an AOTROU.

8  Kerkent ha m’en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc’hemennet da lavarout d’an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennañ, o lavarout: Mervel a ri!

9  Perak e profedez en anv an AOTROU o lavarout: An ti-mañ a vo evel Silo, hag ar gêr-mañ a vo gwastet ha ne vo ken a dud enni? Hag an holl bobl a vodadas en-dro da Jeremiaz e ti an AOTROU.

10  Priñsed Juda, o vezañ klevet an traoù-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec’h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU.

11  An aberzhourien hag ar brofeded a gomzas ouzh ar briñsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An den-se a zo dellezek a varv, rak profedet en deus a-enep kêr, evel ma hoc’h eus klevet gant ho tivskouarn.

12  Jeremiaz a gomzas ouzh an holl briñsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An AOTROU eo en deus va c’haset da brofediñ a-enep an ti-mañ hag a-enep ar gêr-mañ an holl gomzoù hoc’h eus klevet.

13  Bremañ eta adreizhit hoc’h hentoù hag hoc’h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d’an droug a lavaras en hoc’h enep.

14  Evidon-me, setu ez on etre ho taouarn, grit ouzhin evel ma kavot mat ha reizh.

15  Gouezit hepken mar lakait ac’hanon d’ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc’h, war ar gêr-mañ, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c’haset an AOTROU etrezek ennoc’h evit disklêriañ ouzh ho tivskouarn ar c’homzoù-mañ.

16  Neuze ar briñsed hag ar bobl a lavaras d’an aberzhourien ha d’ar brofeded: An den-se n’eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp.

17  Hag hiniennoù eus henaourien ar vro a savas hag a gomzas ouzh holl vodadeg ar bobl o lavarout:

18  Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec’hioù uhel ur goadeg.

19  Ezekiaz roue Juda hag holl dud Juda, hag en lakajont d’ar marv? Ha n’en deus ket doujet an AOTROU? Ha ne bedas ket an AOTROU? Ha keuz en deus bet an AOTROU d’an droug en doa lavaret en hoc’h enep. Ha ni, hag e kargimp hon eneoù eus un torfed ken bras?

20  Bez’ e voe c’hoazh un den a brofedas en anv an AOTROU: Uri mab Shemaja eus Kirjad-Jearim. Profediñ a reas a-enep ar gêr-mañ hag a-enep ar vro-mañ, hervez an hevelep komzoù ha Jeremiaz.

21  Ar roue Jojakim, gant e holl c’halloudeien hag e holl briñsed, a glevas e gomzoù, hag ar roue a fellas dezhañ e lazhañ. Met Uri, o vezañ klevet-se, en doe aon hag a dec’has hag a yeas d’an Ejipt.

22  Hag ar roue Jojakim a gasas tud d’an Ejipt, Elnatan mab Akbor hag hiniennoù all gantañ d’an Ejipt.

23  Hag e lakajont Uri da zont er-maez eus an Ejipt, hag en degasjont d’ar roue Jojakim, a lazhas anezhañ gant ar c’hleze hag a daolas e gorf marv da vezioù bugale ar bobl.

24  Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d’e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d’ar marv.

 

Pennad 27

1  E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Gra ereoù ha yevioù, laka anezho war da c’houzoug,

3  ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.

4  Ro dezho va urzhioù evit o mestroù o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel-henn e lavarot d’ho mestroù:

5  Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec’h astennet, hag e roan anezho d’an hini a fell din.

6  Ha bremañ em eus roet an holl vroioù-se da Nebukadnezar roue Babilon, va servijer, ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier evit e servijañ.

7  An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.

8  Ar vroad pe ar rouantelezh na servijo ket Nebukadnezar roue Babilon, ha na lakaio ket e c’houzoug dindan yev roue Babilon, ar vroad-se a gastizin-me, eme an AOTROU, dre ar c’hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, betek ma em bo distrujet anezho dre e zorn.

9  C’hwi eta, na selaouit ket ho profeded, ho tivinourien, hoc’h huñvreerien, ho steredourien, hoc’h hudourien, a gomz ouzhoc’h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon.

10  Rak e profedont gevier deoc’h, evit ma’z eot pell eus ho pro, evit ma kasin ac’hanoc’h kuit ha ma varvot.

11  Met ar vroad a lakaio e c’houzoug dindan yev roue Babilon hag a servijo anezhañ, a lezin en he douar, eme an AOTROU, evit ma en labouro ha ma chomo warnañ.

12  Hag e komzis ouzh Sedesia roue Juda hervez an hevelep komzoù, hag e lavaris: Lakait ho kouzoug dindan yev roue Babilon, ha servijit anezhañ hag e bobl, hag e vevot.

13  Perak e varvfec’h, te ha da bobl, dre ar c’hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, evel m’en deus lavaret an AOTROU diwar-benn ar vroad na servijo ket roue Babilon?

14  Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a gomz ouzhoc’h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon! Rak e profedont gevier deoc’h.

15  Ne’m eus ket kaset anezho, eme an AOTROU, hag e profedont e gaou em anv, evit ma kasin ac’hanoc’h kuit ha ma varvot, c’hwi hag ar brofeded a ro profediezhoù deoc’h.

16  Hag e komzis ouzh an aberzhourien hag ouzh an holl bobl, hag e lavaris: Evel-henn e komz an AOTROU: Na selaouit ket ouzh komzoù ho profeded a zo o profediñ deoc’h, o lavarout: Setu, traoù ti an AOTROU a vo prest kaset en-dro eus Babilon. Rak e profedont gevier deoc’h.

17  Na selaouit ket outo. Servijit roue Babilon, hag e vevot. Perak e vefe ar gêr-mañ distrujet?

18  Mard int profeded ha mard emañ komz an AOTROU ganto, ra erbedint e-kichen AOTROU an armeoù, evit ma chomo an traoù a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem, ha ma ned aint ket da Vabilon.

19  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar c’holonennoù, ar mor, ar sichennoù hag an traoù all a van er gêr-mañ,

20  n’en deus ket Nebukadnezar roue Babilon lamet p’en deus harluet eus Jeruzalem da Vabilon Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant holl uhelidi Juda ha Jeruzalem,

21  ya, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn an traoù a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem:

22  Kaset e vint da Vabilon, hag e chomint eno betek an deiz ma weladennin anezho, eme an AOTROU; hag e rin dezho adsevel ha dont en-dro d’al lec’h-mañ.

 

Pennad 28

1  Er bloaz-mañ, e derou ren Sedesia roue Juda, d’ar pevare bloaz, d’ar pempvet miz, Hanania mab ar profed Azur, eus Gabaon, a gomzas ouzhin e ti an AOTROU, dirak an aberzhourien hag an holl bobl, hag e lavaras:

2  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Torret em eus yev roue Babilon.

3  A-benn c’hoazh daou vloaz, hag e kasin en-dro d’al lec’h-mañ an holl draoù eus ti an AOTROU, en devoa Nebukadnezar roue Babilon lamet eus al lec’h-mañ ha kaset da Vabilon.

4  Me a lakaio da zistreiñ d’al lec’h-mañ, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriñ a rin yev roue Babilon.

5  Ar profed Jeremiaz a gomzas ouzh ar profed Hanania, dirak an aberzhourien hag an holl bobl en em zalc’he e ti an AOTROU.

6  Ar profed Jeremiaz a lavaras: Amen! Ra vo graet evel-se gant an AOTROU! Ra seveno an AOTROU da gomzoù ac’h eus profedet, ha ra lakaio da zont en-dro eus Babilon d’al lec’h-mañ traoù ti an AOTROU hag an holl harluidi.

7  Koulskoude, selaou ar gomz a zisklêrian da’z tivskouarn ha da zivskouarn an holl bobl:

8  Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell ‘zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac’har hag ar vosenn.

9  Mard eo profedet ar peoc’h gant ur profed, eo dre sevenidigezh e c’her e vo ar profed-mañ anavezet e gwirionez evel kaset gant an AOTROU.

10  Neuze ar profed Hanania a gemeras ar yev diwar c’houzoug Jeremiaz, hag a dorras anezhañ.

11  Hag Hanania a gomzas dirak an holl bobl o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se eo e torrin a-benn daou vloaz yev Nebukadnezar roue Babilon diwar c’houzoug an holl vroadoù. Hag ar profed Jeremiaz a yeas gant e hent.

12  Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz, goude m’en doe ar profed Hanania torret ar yev diwar c’houzoug ar profed Jeremiaz, er gerioù-se:

13  Kae ha komz ouzh Hanania, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Torret ec’h eus yevioù koad, met gra en o lec’h yevioù houarn.

14  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakaet em eus ur yev houarn war c’houzoug an holl vroadoù-se, evit ma servijint Nebukadnezar roue Babilon, dre ma servijint anezhañ; ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier.

15  Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d’ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n’en deus ket da gaset, met lakaet ec’h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.

16  Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac’hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mañ, rak ec’h eus prezeget an dispac’h a-enep an AOTROU.

17  Hag ar profed Hanania a varvas er bloaz-se, d’ar seizhvet miz.

 

Pennad 29

1  Setu amañ gerioù al lizher a gasas ar profed Jeremiaz eus Jeruzalem d’an nemorant eus an henaourien a zo bet harluet, d’an aberzhourien, d’ar brofeded ha d’an holl bobl, kaset en harlu gant Nebukadnezar eus Jeruzalem da Vabilon,

2  goude ma voe aet kuit eus Jeruzalem ar roue Jekonia gant ar rouanez, ar spazhidi, priñsed Juda ha Jeruzalem, ar gilvizien hag an alc’hwezerien.

3  Douget e voe dre zorn Eleaza mab Shafan ha Gemaria mab Hilkija, a voe kaset gant Sedesia roue Juda da Vabilon etrezek Nebukadnezar roue Babilon. Setu ar gerioù a oa ennañ:

4  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, d’an holl harluidi am eus harluet eus Jeruzalem da Vabilon:

5  Savit tiez ha chomit enno, plantit liorzhoù ha debrit o frouezh,

6  kemerit gwragez ha bezit tad da vibien ha merc’hed, kemerit gwragez evit ho mibien ha roit gwazed d’ho merc’hed, evit ma kanint mibien ha merc’hed, kreskit ha na zigreskit ket.

7  Klaskit peoc’h ar gêr am eus ho harluet enni, pedit an AOTROU eviti, rak en he feoc’h ho po ar peoc’h.

8  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac’hanoc’h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.

9  Rak e profedont gevier em anv, ne’m eus ket kaset anezho, eme an AOTROU.

10  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac’hanoc’h hag e sevenin va c’homz vat en ho keñver, evit ober deoc’h distreiñ d’al lec’h-mañ.

11  Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc’h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc’h ha nann a zroug, evit reiñ deoc’h un dazont hag un esperañs.

12  Neuze e c’halvot ac’hanon hag ez eot kuit; va fediñ a reot hag e selaouin ouzhoc’h.

13  Va c’hlask a reot, hag em c’havot, dre ma klaskot ac’hanon a-greiz-kalon.

14  Rak en em lakain da vezañ kavet ganeoc’h, eme an AOTROU, hag e tegasin en-dro ho re zalc’het, ho tastumin a-douez an holl vroadoù hag eus an holl lec’hioù ma em bo ho kaset kuit, eme an AOTROU, hag ho tegasin en-dro d’al lec’h am boa ho harluet diwarnañ.

15  Koulskoude e lavarit: Doue en deus savet deomp profeded e Babilon.

16  En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar roue a zo azezet war dron David ha diwar-benn an holl bobl a zo o chom er gêr-mañ, diwar-benn ho preudeur n’int ket aet ganeoc’h d’an harlu,

17  evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da gas a-enep dezho ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag o lakain da zont evel fiez gwall fall na c’hell ket bezañ debret, ken fall ma’z int.

18  Hag e redin war o lerc’h gant ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c’hoapadenn, un dismegañs, d’an holl vroadoù am bo o c’haset en o zouez,

19  dre ma n’o deus ket selaouet va c’homzoù, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n’hoc’h eus ket selaouet, eme an AOTROU.

20  Selaouit ouzh komz an AOTROU, c’hwi holl harluidi, am eus kaset eus Jeruzalem da Vabilon,

21  evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn Akab mab Kolaja ha diwar-benn Sedesia mab Maaseja, rak e profedont deoc’h e gaou em anv: Setu ez an d’o lakaat e dorn Nebukadnezar roue Babilon, hag o lakaio d’ar marv dirak ho taoulagad.

22  Hag e vo kemeret diganto un dro-lavar a vallozh e-touez holl harluidi Juda a zo e Babilon, lavaret e vo: Ra raio an AOTROU dit evel da Sedesia ha da Akab, en deus roue Babilon grilhet dre an tan,

23  dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na’m boa ket gourc’hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.

24  Komz ivez ouzh Shemaja an Nekelamad, o lavarout:

25  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kaset ec’h eus ez anv lizheroù d’an holl bobl a zo e Jeruzalem, da Sofonia mab Maaseja, an aberzhour, ha d’an holl aberzhourien, o lavarout:

26  An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec’h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac’h hag en hern,

27  ha bremañ, perak ne’c’h eus ket gourdrouzet Jeremiaz eus Anatod a ro profediezhoù deoc’h,

28  hag en deus kaset da lavarout deomp da Vabilon: hir e vo, savit tiez ha chomit enno, plantit liorzhoù ha debrit o frouezh?

29  Sofonia an aberzhour en doa lennet al lizher-mañ ouzh divskouarn ar profed Jeremiaz.

30  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:

31  Kas da lavarout ar gerioù-se d’an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc’h, ha ne’m eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou,

32  en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n’en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da’m fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac’h a-enep an AOTROU.

 

Pennad 30

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Skriv en ul levr an holl gomzoù am eus lavaret dit.

3  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc’het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiñ d’ar vro am boa roet d’o zadoù, hag e perc’hennint anezhi.

4  Ha setu ar c’homzoù en deus disklêriet an AOTROU diwar-benn Israel ha diwar-benn Juda:

5  Evel-henn e komz an AOTROU: Klevet hon eus ur vouezh a spouron, emañ ar spont, ha n’eus ket a beoc’h.

6  Goulennit ha gwelit hag-eñ e c’hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?

7  Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n’eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.

8  Hag en deiz-se, eme AOTROU an armeoù, e vruzunin e yev diwar da c’houzoug hag e torrin da ereoù, ha ne vi ken sujet d’an diavaezidi.

9  Servijañ a raint an AOTROU o Doue, ha David o roue a savin dezho.

10  Te eta, va servijer Jakob, na’z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac’hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc’h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.

11  Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac’hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne’z talc’hin ket evit didamall.

12  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Da c’houli a zo dibareüs, ha da c’hloaz poanius.

13  Den ne gemer da du evit da lienañ, ha n’eus louzoù ebet evidout, na du da’z pareañ.

14  Da holl amourouzien o deus da ankounac’haet, n’int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec’hedoù.

15  Perak e klemmez evit da c’houli? Da c’hloaz a zo dibareüs; graet em eus an traoù-se en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec’hedoù.

16  Koulskoude an holl re a zebr ac’hanout a vo debret, ha da holl enebourien, holl anezho, a yelo d’ar sklavelezh. Ar re a ziwisk ac’hanout a vo diwisket, hag ar re a breizh ac’hanout a vo roet d’ar breizhadeg.

17  Me a yac’haio ac’hanout hag a bareo da c’hloazioù, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n’eo e chal ganti.

18  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc’het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec’h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec’h.

19  Hag e teuio diouto trugarekadennoù ha kriadennoù a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec’h enorin anezho, ne vint ken izelaet.

20  E vibien a vo evel gwechall, e vodadenn a vo startaet dirazon, hag e kastizin an holl re a wask anezho.

21  E renerien a vo kemeret en o zouez, hag e benn-bras a zeuio eus e greiz. Lakaat a rin anezhañ da dostaat, hag e teuio etrezek ennon. Rak piv eo an hini a lakaio, drezañ e-unan, e galon da dostaat ouzhin? eme an AOTROU.

22  Hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue.

23  Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.

24  Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n’en devo graet mennadoù e galon hag o c’haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.

 

Pennad 31

1  En amzer-se, eme an AOTROU, e vin Doue holl diegezhioù Israel, hag e viot va fobl.

2  Evel-henn e komz an AOTROU: Kavet he deus gras er gouelec’h, ar bobl deuet salv eus ar c’hleze. Hag Israel a gerzh d’an diskuizh.

3  A-bell en deus an AOTROU en em ziskouezet din, o lavarout: Da garet em eus a garantez peurbadus, setu perak em eus hiraet va madelezh ez keñver.

4  Me az savo c’hoazh, hag e vi savet, o gwerc’hez Israel! Kinklet e vi c’hoazh gant da daboulinoù, hag ez i er-maez e-touez korolloù laouen.

5  Plantañ a ri c’hoazh gwini war venezioù Samaria, hag ar re o devo o flantet a zastumo ar frouezh evito.

6  Rak un deiz a vo ma krio ar warded war venez Efraim: Savit ha pignomp da Sion etrezek an AOTROU hon Doue!

7  Evel-henn e komz an AOTROU: Kanit gant levenez evit Jakob, youc’hit evit penn ar broadoù! Roit da glevout, meulit ha lavarit: AOTROU, dieub da bobl, an nemorant eus Israel!

8  Setu ez an d’o degas eus bro an hanternoz ha d’o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c’hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c’han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.

9  Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c’has a rin d’an doureier-red, dre un hent eeun e-lec’h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c’hentañ-ganet.

10  Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c’hemennit d’an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.

11  Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob, hag e dennet eus daouarn unan kreñvoc’h egetañ.

12  Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d’ar gwinizh, d’ar gwin, d’an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.

13  Neuze ar werc’hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c’hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac’har.

14  Hag e roin e walc’h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoù, eme an AOTROU.

15  Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c’hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n’eus ken anezho.

16  Evel-henn e komz an AOTROU: Harz ouzh da vouezh a ouelañ, hag ouzh da zaoulagad a skuilhañ daeroù, rak ur gopr a vo evit da labour, eme an AOTROU. Distreiñ a raint eus bro an enebour.

17  Esperañs ez eus evit da amzer da zont, eme an AOTROU, da vibien a zistroio war o douar.

18  A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c’hastizet ec’h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.

19  Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.

20  Efraim, ha n’eo ket evidon ur mab karet? Ha ne’m eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c’hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.

21  Aoz arouezioù ha sav panelloù evidout, taol evezh ouzh an hent, ouzh ar wenodenn ac’h eus aet drezi. Distro, o gwerc’hez Israel, distro d’ar c’hêrioù-se a zo dit!

22  Betek pegeit e vi o kantren, merc’h disent? Rak an AOTROU a grou un dra nevez war an douar: ar vaouez a gildroenno en-dro d’ar gwaz.

23  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lavaret e vo c’hoazh ar gomz-mañ e bro Juda hag en he c’hêrioù, pa em bo degaset en-dro o re zalc’het: Ra’z pennigo an AOTROU, o chomlec’h ar reizhder ha menez ar santelezh!

24  Juda hag hec’h holl gêrioù a-gevret, al labourerien-douar hag ar vêsaerien-dropell, a vo o chom eno.

25  Rak reiñ a rin da evañ d’an ene sec’hedik, hag e roin e walc’h da bep ene glac’haret.

26  War gement-se ez on dihunet, hag em eus gwelet; va c’housk a oa bet c’hwek evidon.

27  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.

28  Evel ma em eus eveshaet warno evit tennañ, evit diskar, evit pilat, evit distrujañ hag evit noazout, evel-se ec’h eveshain warno evit sevel hag evit plantañ, eme an AOTROU.

29  En deizioù-se ne vo ken lavaret: An tadoù o deus debret rezin glas, ha den ar vibien a zo bet tozonet.

30  Met pep hini a varvo evit e zireizhder; pep den hag a zebro rezin gras, a vo tozonet e zent.

31  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tiazezin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,

32  nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.

33  Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c’hreizon hag e skrivin anezhi war o c’halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.

34  Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne’m bo ken soñj eus o fec’hed.

35  Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezañ sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezañ sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoù a groz, a zo e anv AOTROU an armeoù:

36  Mar deu ar reolennoù-se da baouez araozon, eme an AOTROU, gouenn Israel a baouezo ivez da vezañ ur vroad da viken.

37  Evel-henn e komz an AOTROU: Mar gell an neñvoù en nec’h bezañ muzuliet, mar gell diazezoù an douar en traoñ bezañ furchet, neuze e taolin kuit holl ouenn Israel, en abeg da gement o deus graet, eme an AOTROU.

38  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma vo adsavet kêr d’an AOTROU, adalek tour Hananeel betek dor ar C’horn.

39  Ar gordenn-rezañ a vo astennet c’hoazh war-eeun betek krec’h Gareb, hag e troio etrezek Goad.

40  Hag holl draonienn ar c’horfoù marv hag al ludu, hag an holl barkeier betek ar froud Kedron, betek korn dor ar C’hezeg war-zu ar sav-heol, a vo santel d’an AOTROU, ha ne vo biken diskaret na distrujet.

 

Pennad 32

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, d’an dekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, a oa an triwec’hvet bloaz eus Nebukadnezar.

2  Neuze, lu roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.

3  Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,

4  ha Sedesia roue Juda ne dec’ho ket eus daouarn ar Galdeiz, met lakaet e vo a-dra-sur e daouarn roue Babilon, hag e komzo outañ genoù ouzh genoù, hag e zaoulagad a welo e zaoulagad,

5  hag e kaso Sedesia da Vabilon, hag eno e vo betek ma weladennin anezhañ, eme an AOTROU, ha mar stourmit a-enep ar Galdeiz, ne reot ket berzh?

6  Ha Jeremiaz a lavaras: Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

7  Setu, Hanameel, mab da eontr Shallum, a zeu da’z kavout evit lavarout dit: Pren va fark a zo en Anatod, rak an droed a zaspren ac’h eus evit e brenañ.

8  Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da’m c’havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.

9  Evel-se e prenis park Anatod digant Hanameel mab va eontr, hag e pouezis dezhañ an arc’hant: seitek sikl arc’hant.

10  Goude e skrivis ar gevrat hag he siellis, hag e kemeris testoù, hag e pouezis an arc’hant war ar valañs.

11  Goude e kemeris ar gevrat-prenañ, an hini a oa siellet, hervez ar gourc’hemenn hag ar reolennoù, hag an hini a oa digor,

12  hag e rois ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, mab Makseja, dirak Hanameel mab va eontr, dirak an testoù o doa sinet ar gevrat-prenañ, ha dirak an holl Yuzevien a oa azezet e porzh an toull-bac’h.

13  Hag e rois an urzh-mañ da Varuk dirazo, o lavarout:

14  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kemer ar skridoù-mañ, ar gevrat-prenañ, an hini a zo siellet hag an hini a zo digor, ha laka anezho en ur pod-pri, evit ma c’hellint en em virout pell.

15  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c’hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.

16  Ha goude bezañ roet ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, e pedis an AOTROU o lavarout:

17  A! Aotrou AOTROU, setu ec’h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec’h astennet, tra ebet n’eo re vras evidout.

18  Diskouez a rez trugarez e-keñver milieroù, hag e taskorez direizhder an tadoù e bruched o mibien war o lerc’h. Te eo an Doue bras, ar Galloudeg, a zo e anv AOTROU an armeoù,

19  bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.

20  Graet ec’h eus sinoù ha burzhudoù e bro Ejipt, betek hiziv, hag en Israel hag e-touez an dud, ha graet ec’h eus dit un anv evel m’emañ hiziv.

21  Rak ec’h eus tennet da bobl Israel eus bro Ejipt, gant sinoù ha mirakloù, dre un dorn kreñv hag ur vrec’h astennet, ha gant spontoù bras.

22  Roet ec’h eus dezho ar vro-mañ, ac’h eus touet reiñ d’o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel.

23  Deuet int e-barzh hag o deus he ferc’hennet, met n’o deus ket sentet ouzh da vouezh, n’o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n’o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc’hemennet dezho ober. En abeg da-se ec’h eus graet d’an holl zroug-mañ dont warno.

24  Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac’h eus lavaret a zo c’hoarvezet, hag e welout a rez.

25  Ha koulskoude Aotrou AOTROU, lavaret ec’h eus din: Pren ar park-mañ gant arc’hant, ha kemer testoù. Hag ar gêr a zo lakaet etre daouarn ar Galdeiz!

26  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:

27  Setu, me eo an AOTROU, Doue pep kig. Hag e vefe un dra bennak re vras evidon?

28  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn ar Galdeiz hag etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, a dapo anezhi.

29  Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gêr-mañ a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gêr-mañ, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezañs war o zoennoù da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioù da zoueoù all evit va c’hounnariñ.

30  Rak mibien Israel ha mibien Juda n’o deus graet nemet an droug dirak va daoulagad abaoe o yaouankiz. Mibien Israel n’o deus graet nemet va c’hounnariñ gant oberoù o daouarn, eme an AOTROU.

31  Rak ar gêr-mañ a zo bet din un dra a gounnar hag a erez, adalek an deiz ma’z eo bet savet betek hiziv, en doare ma lamin anezhi diwar va dremm,

32  en abeg d’an holl zroug o deus graet mibien Israel ha mibien Juda evit va c’hounnariñ, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien hag o frofeded, tud Juda ha tud Jeruzalem.

33  Troet o deus ouzhin o c’hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c’helennet, o sevel abred em eus o c’helennet, met n’int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.

34  Lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma’z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.

35  Savet o deus uhellec’hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc’hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na’m boa ket gourc’hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec’hiñ.

36  Ha bremañ, evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar gêr-mañ, ma lavarit diouti ez eo lakaet etre daouarn roue Babilon dre ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn:

37  Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c’haset kuit, em c’hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d’al lec’h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.

38  Hag e vint va fobl hag e vin o Doue.

39  Reiñ a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac’hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc’h.

40  Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c’halon, evit na zistroint ket diouzhin.

41  Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c’halon ha va holl ene.

42  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma em eus graet d’an holl zroug bras-se dont war ar bobl-mañ, evel-se e rin dont warno d’an holl vad a brometan dezho.

43  Hag e vo prenet parkeier er vro-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec’h eo, hep den na loen, lakaet eo etre daouarn ar Galdeiz.

44  Prenet e vo parkeier gant arc’hant, skrivet e vo kevratoù anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoù e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kêrioù Juda, e kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn hag e kêrioù ar c’hreisteiz. Rak o re zalc’het a zegasin en-dro, eme an AOTROU.

 

Pennad 33

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet un eil gwech da Jeremiaz, pa oa c’hoazh dastumet e porzh an toull-bac’h, er gerioù-se:

2  Evel-henn e komz an AOTROU a grou, an AOTROU hag en deus aozet evit kas da benn, a zo e anv an AOTROU:

3  Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n’anavezez ket.

4  Rak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn tiez ar gêr-mañ ha tiez rouaned Juda a vo diskaret dre an tosennoù ha dre ar c’hleze:

5  Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoù marv tud am eus skoet ganto em c’hounnar hag em fulor, hag en abeg d’o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gêr-mañ.

6  Setu e roin dezhi ar yec’hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc’h hag a wirionez.

7  Hag e tegasin en-dro re zalc’het Juda ha re zalc’het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.

8  Hag e c’hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.

9  Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c’hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.

10  Evel-henn e komz an AOTROU: El-lec’h-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec’h eo, hep den na loen, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, a zo glac’haret, hep den, hep annezad, hep loen, e vo klevet c’hoazh

11  mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac’h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc’het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.

12  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: El lec’h-mañ, ur gouelec’h hep den na loen, hag en e holl gêrioù, e vo lochennoù evit ar vêsaerien, a lakaio o zropelloù da ziskuizhañ enno.

13  E kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn, e kêrioù ar c’hreisteiz, e bro Venjamin, war-dro Jeruzalem, hag e kêrioù Juda, an tropelloù a dremeno c’hoazh dre zaouarn an hini a niver anezho, eme an AOTROU.

14  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma sevenin an traoù mat am eus disklêriet war di Israel ha war di Juda.

15  En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.

16  En deizioù-se e vo salvet Juda, ha Jeruzalem a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.

17  Rak evel-henn e komz an AOTROU: David ne vanko biken eus un den da vezañ azezet war dron ti Israel,

18  an aberzhourien Levited ne vankint biken dirazon eus un den da ginnig loskaberzhoù, da lakaat da vogediñ donezonoù, d’ober aberzhoù bemdez.

19  Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:

20  Evel-henn e komz an AOTROU: Ma c’hellit terriñ va emglev gant an deiz ha va emglev gant an noz, en doare ma ne vo ken deizioù na nozioù en o amzer,

21  neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n’en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac’hanon.

22  Evel na c’heller ket niveriñ arme an neñvoù, na muzuliañ traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac’hanon.

23  Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:

24  Ha ne’c’h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d’o daoulagad.

25  Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne’m eus ket graet va emglev gant an deiz ha gant an noz, ma ne’m eus ket lakaet reolennoù an neñvoù hag an douar,

26  e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc’het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.

 

Pennad 34

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl lu, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc’h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec’h holl gêrioù:

2  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Kae ha komz ouzh Sedesia roue Juda, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.

3  Ha ne dec’hi ket eus e zorn, met a-dra-sur e vi tapet, hag e vi lakaet etre e zaouarn, ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, hag e komzo ouzhit genoù ouzh genoù, ha mont a ri da Vabilon.

4  Koulskoude, selaou komz an AOTROU, Sedesia roue Juda! Evel-henn e komz an AOTROU diwarnout: Ne varvi ket dre ar c’hleze.

5  Mervel a ri e peoc’h, hag evel ma voe devet louzoù-frondus evit da dadoù, ar rouaned a zo bet a-raok dit, evel-se e vo devet ivez evidout, ha gouelet e vo dit o lavarout: Siwazh Aotrou! Rak disklêriet em eus ar gomz-se, eme an AOTROU.

6  Ar profed Jeremiaz a lavaras an holl gomzoù-mañ da Sedesia roue Juda e Jeruzalem.

7  Lu roue Babilon a vrezele a-enep Jeruzalem hag a-enep holl gêrioù Juda a vane, a-enep Lakish hag a-enep Azeka; ar re-se a oa kêrioù-kreñv hag a vane a-douez kêrioù Juda.

8  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,

9  evit ma kasje kuit frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, Hebread pe Hebreadez, ha ma ne lakaje den da sklav e vreur Yuzev.

10  An holl bennoù hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiñ a rejont, hag e kasjont anezho kuit.

11  Met goude e trojont meno, hag e rejont distreiñ o servijerien hag o mitizhien o doa kaset kuit frank, hag o lakajont da vezañ servijerien ha mitizhien.

12  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

13  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Graet em eus un emglev gant ho tadoù en deiz ma tennis anezho eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, en ur lavarout dezho:

14  A-benn seizh vloaz e kasot kuit pep hini ac’hanoc’h e vreur hebreat a zo bet gwerzhet dezhañ. Servijañ a raio c’hwec’h vloaz hag e kasi anezhañ frank eus da di. Met ho tadoù n’o deus ket va selaouet, n’o deus ket roet o skouarn.

15  Ha c’hwi, graet hoc’h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesañ, ha graet hoc’h eus un emglev dirazon, en ti-mañ ma’z eo galvet va anv warnañ.

16  Met troet hoc’h eus meno ha saotret hoc’h eus va anv, oc’h ober distreiñ pep hini e servijer ha pep hini e vatezh ho poa kaset kuit frank, ha lakaet hoc’h eus anezho da vezañ servijerien ha mitizhien.

17  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N’hoc’h eus ket sentet ouzhin oc’h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec’h embannan en hoc’h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c’hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar.

18  Hag e roin an dud o deus torret va emglev ha n’o deus ket sevenet komzoù an emglev o doa lavaret dirazon, p’o deus tremenet etre an daou hanter eus al leue o doa troc’het,

19  pennoù Juda ha pennoù Jeruzalem, ar spazhidi, an aberzhourien, hag holl dud ar vro o deus tremenet etre an daou hanter leue;

20  o lakaat a rin etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag o c’horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.

21  Lakaat a rin ivez Sedesia roue Juda, gant e bennoù, etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag etre daouarn lu roue Babilon en deus pellaet diouzhoc’h.

22  Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec’h, hep den ebet.

 

Pennad 35

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, en amzer Jojakim mab Jozia roue Juda:

2  Kae da di ar Rekabiz ha komz outo; o degas a ri da di an AOTROU, en unan eus ar c’hambroù, hag e kinnigi dezho gwin da evañ.

3  Kemeret em eus eta Jaazania mab Jeremiaz, mab Habazinia, hag e vreudeur, hag e holl vibien, hag holl di ar Rekabiz,

4  hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù.

5  Lakaet em eus dirak mibien ti ar Rekabiz kiboù leun a win hag hanafoù, ha lavaret em eus dezho: Evit gwin!

6  Hag e lavarjont: Ne evimp ket a win, rak Jonadab mab Rekab, hon tad, en deus roet deomp un urzh o lavarout: Ne evot ket a win, na c’hwi nag ho mibien, biken,

7  ne savot ket a di, ne hadot ket a had, ne blantot ket a wini ha n’ho po ket, met e teltennoù e viot o chom holl zeizioù ho puhez, evit ma vevot war an douar ez oc’h diavaezidi warnañ.

8  Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n’evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc’hed,

9   n’hon eus ket savet a di da chom ennañ, n’hon eus na gwini na park na had.

10  Met emaomp o chom e teltennoù, hag hon eus sentet ha graet kement en doa Jonadab hon tad urzhiet deomp.

11  Ha pa’z eo pignet Nebukadnezar roue Babilon a-enep ar vro-mañ, hon eus lavaret: Deuit, eomp da Jeruzalem pell diouzh lu ar Galdeiz ha lu Siria, hag ez omp chomet e Jeruzalem.

12  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

13  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kae ha lavar da dud Juda ha da dud Jeruzalem: Ha ne zegemerot ket ar gentel, evit sentiñ ouzh va c’homzoù? eme an AOTROU.

14  Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc’hemennet en deus d’e vibien na evjent ket a win, ha n’o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc’hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc’h, komzet adalek ar beure ha n’hoc’h eus ket va selaouet.

15  Rak em eus kaset deoc’h va holl servijerien ar brofeded, o c’haset em eus deoc’h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc’h: Distroit pep hini ac’hanoc’h eus e hent fall, adreizhit hoc’h oberoù, n’it ket war-lerc’h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc’h ha d’ho tadoù. Met n’hoc’h eus ket roet ho skouarn evit selaou.

16  Ya, mibien Jonadab mab Rekab o deus miret ar gourc’hemenn en doa o zad roet dezho, en doa urzhiet deoc’h, met ar bobl-mañ n’he deus ket va selaouet!

17  En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war Juda ha war holl dud Jeruzalem an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezho, dre ma em eus komzet outo ha n’o deus ket selaouet, ma em eus galvet anezho ha n’o deus ket respontet.

18  Ha Jeremiaz a lavaras da di ar Rekabiz: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Peogwir hoc’h eus sentet ouzh gourc’hemenn Jonadab ho tad hag hoc’h eus miret e holl c’hourc’hemennoù ha graet kement en deus urzhiet deoc’h,

19  en abeg da-se, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Jonadab mab Rekab ne vanko biken eus un den d’en em zerc’hel dirazon.

 

Pennad 36

1  D’ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2  Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.

3  Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d’ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec’hed.

4  Jeremiaz a c’halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ.

5  Goude-se Jeremiaz a roas an urzh-mañ da Varuk o lavarout: Me a zo dalc’het, ne c’hellan ket mont da di an AOTROU.

6  Te eta a yelo hag a lenno er roll ec’h eus skrivet diouzh va genoù, komzoù an AOTROU ouzh divskouarn ar bobl, e-barzh ti an AOTROU da zeiz ar yun. O lenn a ri ouzh divskouarn holl re Juda a vo deuet eus o c’hêrioù.

7  Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.

8  Ha Baruk mab Nerija a reas kement en doa gourc’hemennet dezhañ ar profed Jeremiaz, hag e lennas el levr komzoù an AOTROU e ti an AOTROU.

9  D’ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d’an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kêrioù Juda da Jeruzalem.

10  Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.

11  Pa glevas Mika mab Gemaria mab Shafan, eus al levr-se, holl gomzoù an AOTROU,

12  e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù.

13  Ha Mika a lavaras dezho an holl gomzoù en doa klevet pa lenne Baruk el levr, ouzh divskouarn ar bobl.

14  Neuze an holl bennoù a gasas Jehudi mab Netania mab Shelemia mab Kushi da gavout Baruk, evit lavarout dezhañ: Kemer ez torn ar roll ac’h eus lennet ennañ ouzh divskouarn ar bobl, ha deus. Baruk mab Nerija a gemeras eta ar roll en e zorn hag a zeuas d’o c’havout.

15  Hag e lavarjont dezhañ: Azez aze, ha lenn ouzh hon divskouarn. Ha Baruk a lennas ouzh o divskouarn.

16  Kerkent ha ma klevjont ar c’homzoù-se, e voent spontet etrezo, hag e lavarjont da Varuk: A-dra-sur e lavarimp d’ar roue an holl gomzoù-se.

17  Hag e c’houlennjont ouzh Baruk: Lavar deomp penaos ec’h eus skrivet an holl gomzoù-se diouzh e c’henoù?

18  Baruk a respontas: Lavarout a rae din eus e c’henoù an holl gomzoù, hag e skriven anezho el levr gant liv.

19  Neuze ar pennoù a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec’h e viot.

20  Hag ez ejont da gavout ar roue er porzh, goude bezañ lakaet ar roll e kambr Elishama ar skrib. Hag e tisklêrjont ouzh divskouarn ar roue an holl gomzoù-se.

21  Hag ar roue a gasas Jehudi da gerc’hat ar roll. E gemer a reas e kambr Elishama ar skrib, hag en lennas ouzh divskouarn ar roue hag ouzh divskouarn an holl bennoù en em zalc’he e-kichen ar roue.

22  Ar roue a oa azezet e ti ar goañv, d’an navet miz e oa, hag un tan bras a oa enaouet en oaled dirazañ.

23  P’en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc’has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.

24  Ar roue hag e holl servijerien ne voent ket spontet pa glevjont an holl gomzoù-se, ha ne rogjont ket o dilhad.

25  Koulskoude Elnatan, Delaja ha Gamaria a bedas ar roue na zevje ket ar roll, met eñ ne selaouas ket outo.

26  Ar roue a c’hourc’hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.

27  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, goude m’en doa devet ar roue ar roll hag ar c’homzoù en doa Baruk skrivet diouzh genoù Jeremiaz:

28  Kemer ur roll all, ha skriv warnañ an holl gomzoù kentañ a oa er roll kentañ en deus devet Jojakim roue Juda.

29  Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec’h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec’h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened?

30  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim roue Juda: Hini ebet eus e re ne azezo war dron David, hag e gorf marv a vo taolet kuit da dommder an deiz ha da rev an noz.

31  Hag e kastizin anezhañ, e lignez hag e servijerien, en abeg d’o direizhder. Hag e lakain da zont warno ha war holl dud Jeruzalem ha war holl dud Juda, an holl zroug am eus lavaret a-enep dezho, ha n’o deus ket selaouet.

32  Jeremiaz a gemeras eta ur roll all, a roas da Varuk mab Nerija, ar skrib. Hemañ a skrivas diouzh genoù Jeremiaz holl gomzoù al levr en doa Jojakim roue Juda devet dre an tan. Ha kalz a gomzoù heñvel a voe c’hoazh lakaet ouzhpenn.

 

Pennad 37

1  Ar roue Sedesia mab Jozia a renas war-lerc’h Konia mab Jojakim. Lakaet eo bet da roue war bro Juda gant Nebukadnezar roue Babilon.

2  Met ne sentas ket hemañ, nag e servijerien, na pobl ar vro, ouzh komzoù an AOTROU, en doa disklêriet dre ar profed Jeremiaz.

3  Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhañ: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.

4  Jeremiaz a yae hag a zeue e-touez ar bobl, ne oa ket bet c’hoazh lakaet en toull-bac’h.

5  Lu Faraon a oa deuet er-maez eus an Ejipt, hag ar Galdeiz, ar re a sezize Jeruzalem, o vezañ anavezet kement-se, en em dennas eus Jeruzalem.

6  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU d’ar profed Jeremiaz er gerioù-se:

7  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Lavarout a reot evel-henn da roue Juda en deus ho kaset da’m goulenn kuzul: Setu lu Faraon a zo deuet d’ho sikour hag a zistroio d’e vro en Ejipt.

8  Ar Galdeiz a zeuio en-dro d’ober brezel d’ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan.

9  Evel-henn e komz an AOTROU: N’en em douellit ket hoc’h-unan o lavarout: Ar Galdeiz a yelo pell diouzhimp, rak ned aint ket.

10  Ha pa ho pefe trec’het zoken holl lu ar Galdeiz a stourm ouzhoc’h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.

11  Pa en em dennas lu ar Galdeiz eus Jeruzalem en abeg da lu Faraon,

12  Jeremiaz a yeas er-maez eus Jeruzalem evit mont da vro Venjamin, en ur ziflipañ ac’hane e-touez ar bobl.

13  Met pa voe ouzh dor Benjamin, en em gavas eno ur pennc’hedour anvet Jirija, mab Shelemia mab Hanania, a grogas er profed Jeremiaz o lavarout: Te a dremen d’ar Galdeiz!

14  Jeremiaz a lavaras: Gaou! Ned an ket d’ar Galdeiz! Met Jirija ne selaouas ket anezhañ hag a grogas e Jeremiaz d’e gas d’ar pennoù.

15  Ar pennoù a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnañ, hag en lakajont en toull-bac’h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhañ un toull-bac’h.

16  Evel-se eo ez eas Jeremiaz e ti ar poull, d’ar c’helloù; ha Jeremiaz a chomas pell eno.

17  Met ar roue Sedesia a gasas d’e gerc’hat ac’hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez’ ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.

18  Jeremiaz a lavaras d’ar roue Sedesia: E petra em eus pec’het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mañ, evit va lakaat en toull-bac’h?

19  Pelec’h emañ ho profeded a brofede deoc’h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc’h, nag a-enep ar vro-mañ?

20  Ha bremañ mar plij, selaou, o aotrou roue! Ra vo va fedenn degemeret mat ganit! Na’m c’has ket en-dro da di Jonatan ar skrib, gant aon na varvfen eno.

21  Ar roue Sedesia a c’hourc’hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac’h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac’h.

 

Pennad 38

1  Shefatia mab Matan, Gedalia mab Pashur, Jukal mab Shelemia ha Pashur mab Malkija a glevas ar c’homzoù a zisklêrie Jeremiaz dirak an holl bobl, o lavarout:

2  Evel-henn e komz an AOTROU: An hini a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c’hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, an hini a yelo etrezek ar Galdeiz a vevo; e ene en devo evel preizh, hag e vevo.

3  Evel-henn e komz an AOTROU: A-dra-sur ar gêr-mañ a vo lakaet etre daouarn roue Babilon, a dapo anezhi.

4  Ar pennoù a lavaras d’ar roue: Ra vo lakaet an den-se d’ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.

5  Ar roue Sedesia a lavaras: Setu emañ etre ho taouarn, rak ar roue ne c’hell netra a-enep deoc’h.

6  Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac’h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.

7  Ebed-Melek, un Etiopad, spazhad e ti ar roue, a glevas o doa lakaet Jeremiaz er puñs. Ar roue a oa azezet ouzh dor Benjamin.

8  Ebed-Melek a yeas er-maez eus ti ar roue hag a gomzas ouzh ar roue o lavarout:

9  O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d’ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhañ er puñs. Mervel a raio gant an naon el lec’h-mañ, pa n’eus ken a vara e kêr.

10  Hag ar roue a roas an urzh-mañ da Ebed-Melek an Etiopad o lavarout: Kemer ganit ac’hann tregont den, ha tenn ar profed Jeremiaz er-maez eus ar puñs, a-raok ma varvo.

11  Ebed-Melek a gemeras an dud-se gantañ hag a yeas da di ar roue dindan an teñzor, e-lec’h ma kemeras pilhoù kozh ha truilhoù kozh, a ziskennas gant kerdin da Jeremiaz er puñs.

12  Ebed-Melek an Etiopad a lavaras da Jeremiaz: Laka ar pilhoù kozh hag an truilhoù-se dindan da zivgazel, dindan ar c’herdin. Ha Jeremiaz a reas evel-se.

13  Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c’herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac’h.

14  Ar roue Sedesia a gasas da gerc’hat ar profed Jeremiaz hag a reas dezhañ dont dirazañ d’an deirvet dor eus ti an AOTROU. Ar roue a lavaras da Jeremiaz: Un dra am eus da c’houlenn ouzhit, na guzh ouzhin netra!

15  Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Mar en lavaran dit, ha n’eo ket gwir e ri din mervel? Ma roan un ali dit, ne selaoui ket.

16  Ar roue Sedesia a douas e kuzh da Jeremiaz, o lavarout: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet deomp an ene! Ne lakain ket ac’hanout d’ar marv ha ne lakain ket ac’hanout etre daouarn an dud-se a glask da vuhez.

17  Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Mard ez a-youl etrezek pennoù roue Babilon, da ene a vevo hag ar gêr-mañ ne vo ket devet dre an tan. Hag e vevi, te ha da di.

18  Met ma ned ez ket etrezek pennoù roue Babilon, ar gêr-mañ a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz, a zevo anezhi dre an tan, ha ne dec’hi ket kuit eus o daouarn.

19  Ar roue Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Aon am eus rak ar Yuzevien a zo en em roet d’ar Galdeiz, aon am eus da vezañ lakaet etre o daouarn ha da vezañ gwallgaset.

20  Jeremiaz a lavaras: Ne vi ket lakaet etre o daouarn. Selaou mouezh an AOTROU er pezh a lavaran dit, hag ez aio mat an traoù ganit, hag e vevo da ene.

21  Met ma ne fell ket dit mont er-maez, setu ar pezh en deus diskouezet din an AOTROU:

22  An holl vaouezed a zo manet e ti roue Juda a vo kaset er-maez da bennoù roue Babel, hag e lavarint ez out bet touellet ha trec’het dre da vignoned a beoc’h. Da dreid o deus sanket er fank, hag ez int aet kuit.

23  Kaset e vo eta er-maez d’ar Galdeiz da holl wragez ha da vibien, ha te ne dec’hi ket eus o daouarn, met kroget e vo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vi kiriek ma vo devet ar gêr-mañ dre an tan.

24  Neuze Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Ra n’anavezo den tra ebet eus ar c’homzoù-mañ, ha ne varvi ket.

25  Mar deu ar pennoù da anavezout em eus komzet outo, ha ma teuont da’z kavout o lavarout: Disklêr deomp ar pezh ac’h eus lavaret d’ar roue hag ar pezh en deus ar roue lavaret dit, na guzh netra, ha ne lakaimp ket ac’hanout d’ar marv,

26  neuze e lavari dezho: Aspedet em eus ar roue na rafe ket din distreiñ da di Jonatan evit mervel eno.

27  An holl bennoù a zeuas da gavout Jeremiaz hag a reas goulennoù outañ. Hag e respontas dezho hervez ar c’homzoù urzhiet gant ar roue. Neuze e rojont peoc’h dezhañ, ne oa anavezet netra war gement-se.

28  Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac’h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem.

 

Pennad 39

1  D’an navet bloaz eus Sedesia roue Juda, d’an dekvet miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl lu a-enep Jeruzalem, hag e sezizjont anezhi.

2  D’an unnekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, d’ar pevare miz, d’an navet deiz eus ar miz, un toull-freuz a voe graet da gêr.

3  Holl bennoù roue Babilon a zeuas hag a azezas ouzh dor ar C’hreiz: Nergal-Sharezer, Samgar-Nebu, Sarsekim penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon.

4  Adalek m’o gwelas Sedesia roue Juda hag an holl dud a vrezel, e tec’hjont hag ez ejont er-maez eus kêr, da noz, dre hent liorzh ar roue, dre an nor etre an div voger. Mont a rejont etrezek ar blaenenn.

5  Met lu ar Galdeiz a redas war o lerc’h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. O vezañ e dapet, e tegasjont anezhañ da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec’h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.

6  Roue Babilon a reas lazhañ e Ribla mibien Sedesia dirazañ. Roue Babilon a reas ivez lazhañ holl re vras Juda.

7  Hag e reas broudañ e zaoulagad da Sedesia, a voe ereet gant chadennoù a arem d’e gas da Vabilon.

8  Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.

9  Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.

10  Met Nebuzaradan penn ar warded a lezas e bro Juda hiniennoù eus an dud paourañ, ar re n’o doa netra. Hag en deiz-se e roas dezho gwini ha parkeier.

11  Nebukadnezar roue Babilon en doa roet urzhioù da Nebuzaradan penn ar warded diwar-benn Jeremiaz, o lavarout:

12  Kemer eñ hag evesha warnañ, na ra droug ebet dezhañ, met gra dezhañ evel ma lavaro dit.

13  Nebuzaradan penn ar warded, gant Nebushazban penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon,

14  a gasas da gerc’hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac’h, hag e rojont anezhañ da C’hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d’e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.

15  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa oa dastumet e porzh an toull-bac’h, er gerioù-se:

16  Kae ha komz ouzh Ebed-Melek an Etiopiad, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ an traoù am eus disklêriet evit an drougeur ha nann evit ar mad, hag e vint sevenet dirazout en deiz-se.

17  Met en deiz-se e tieubin ac’hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac’h eus aon razo.

18  A-dra-sur e tieubin ac’hanout, ne gouezhi ket dre ar c’hleze, met da vuhez az po evel preizh, rak ec’h eus fiziet ennon, eme an AOTROU.

 

Pennad 40

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m’en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d’e gerc’hat, e oa ereet gant chadennoù e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon.

2  Penn ar warded a gemeras eta Jeremiaz hag a lavaras dezhañ: An AOTROU da Zoue en doa disklêriet an droug-mañ a-enep al lec’h-mañ,

3  hag an AOTROU en deus lakaet da zont ha sevenet evel m’en doa lavaret, dre ma hoc’h eus pec’het a-enep an AOTROU ha n’hoc’h eus ket selaouet e vouezh; dre-se eo c’hoarvezet kement-mañ ganeoc’h.

4  Ha bremañ, setu e tieuban ac’hanout hiziv eus ar chadennoù a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec’h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec’h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont.

5  Hag evel na zistroe ket c’hoazh, e lavaras dezhañ: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gêrioù Juda, ha chom gantañ e-touez ar bobl, pe d’al lec’h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhañ boued ha profoù hag en lezas mont.

6  Jeremiaz a yeas da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e chomas gantañ e-touez ar bobl a oa manet er vro.

7  Holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, int hag o zud, a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam gouarnour ar vro, hag en doa e lakaet war ar baotred, ar maouezed hag ar vugale, a-douez re baourañ ar vro, ar re ne oant ket bet harluet da Vabilon.

8  Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud.

9  Gedalia mab Ahikam mab Shafan a douas dezho ha d’o zud, o lavarout: N’ho pet ket aon da servijañ ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoù ganeoc’h.

10  Hag evidon, setu ez an da chom e Mizpa evit servijañ ar Galdeiz a zeuio d’hor c’havout. Met c’hwi, dastumit gwin, frouezh hañv hag eoul, lakait anezho en ho listri, ha chomit er c’hêrioù hoc’h eus kemeret.

11  An holl Yuzevien ivez a oa e Moab, e-touez mibien Ammon, en Idumea, en holl vroioù-se, o vezañ klevet en doa roue Babilon lezet un nemorant e Juda, ha lakaet da c’houarnour warno Gedalia mab Ahikam mab Shafan,

12  an holl Yuzevien-se a zistroas eus an holl lec’hioù ma oant bet kaset, hag e teujont da vro Juda da gavout Gedalia e Mizpa. Hag e tastumjont gwin ha frouezh hañv a-leizh.

13  Johanan mab Kareak, hag holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, a zeuas da gavout Gedalia e Mizpa,

14  hag e lavarjont dezhañ: Hag ec’h anavezez en deus Baaliz roue mibien Ammon kaset Ismael mab Netania evit lemel da vuhez diganit? Met Gedalia mab Ahikam ne gredas ket anezho.

15  Johanan mab Kareak a gomzas ouzh Gedalia e kuzh e Mizpa, o lavarout: Va lez mont da skeiñ war Ismael mab Netania, hep na ouezo den. Perak e lamfe da vuhez diganit? Perak an holl Yuzevien a zo deuet da’z kavout a vefe stlabezet, hag ez afe da get an nemorant eus Juda?

16  Met Gedalia mab Ahikam a lavaras da Johanan mab Kareak: Na ra ket-se, rak ar pezh a lavarez diwar-benn Ismael a zo ur gaou.

 

Pennad 41

1  D’ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantañ, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.

2  Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c’hleze war C’hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c’houarnour war ar vro.

3  Ismael a lazhas an holl Yuzevien a oa gant Gedalia e Mizpa, hag ar Galdeiz en em gave eno, an dud a vrezel.

4  Hag an deiz war-lerc’h ma’z eo bet lakaet Gedalia d’ar marv, a-raok ma ouie den,

5  e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.

6  Ismael mab Netania a zeuas eus Mizpa a-ziarbenn dezho. Kerzhout a rae en ur ouelañ, ha pa en em gavas ganto, e lavaras dezho: Deuit da gavout Gedalia mab Ahikam.

7  Kerkent ha ma voent erruet e kreiz kêr, Ismael mab Netania gant an dud a oa gantañ a lazhas anezho, hag e taoljont anezho en ur puñs.

8  Met en em gavout a reas en o zouez dek den a lavaras da Ismael: N’hol laka ket d’ar marv, rak hon eus er parkeier boued kuzhet, gwinizh, heiz, eoul ha mel. Hag e paouezas ha n’o lakaas ket d’ar marv gant o breudeur.

9  Ar puñs ma taolas ennañ Ismael korfoù marv an dud en doa lazhet da-geñver Gedalia, eo an hini en doa graet ar roue Asa p’en doe aon dirak Baesha roue Israel. Hag Ismael mab Netania a leunias ar puñs-se a dud lazhet.

10  Ismael a gasas gantañ evel prizonidi an holl nemorant eus ar bobl a oa e Mizpa, merc’hed ar roue hag an holl re a oa manet e Mizpa, hag en doa Nebuzaradan penn ar warded fiziet e Gedalia mab Ahikam. Ismael mab Netania o c’hasas gantañ evel prizonidi, hag ez eas kuit evit tremen etrezek mibien Ammon.

11  Met Johanan mab Kareak, hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, a glevas an holl zroug en doa graet Ismael mab Netania,

12  hag e kemerjont o holl dud, hag ez ejont d’ober brezel da Ismael mab Netania. Kavout a rejont anezhañ e-kichen doureier bras Gabaon.

13  An holl bobl a oa gant Ismael o doe levenez pa weljont Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ,

14  hag an holl bobl a gase Ismael gantañ evel prizonidi eus Mizpa a zistroas war o c’hiz, hag ez ejont war-zu Johanan mab Kareak.

15  Ismael mab Netania a dec’has gant eizh den a-zirak Johanan, hag a yeas etrezek mibien Ammon.

16  Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ a gemeras an nemorant eus ar bobl o doa lamet digant daouarn Ismael mab Netania, an dud tapet gantañ e Mizpa goude bezañ lazhet Gedalia mab Ahikam, an dud a vrezel, ar maouezed, ar vugale hag ar spazhidi; hag int a zegasas anezho en-dro eus Gabaon.

17  Hag ez ejont hag e chomjont en ostaleri Kimhan e-kichen Betlehem, evit en em dennañ en Ejipt,

18  en abeg d’ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c’houarnour war ar vro gant roue Babilon.

 

Pennad 42

1  Neuze holl bennoù ar strolladoù, Johanan mab Kareak, Jezania mab Hoshea, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, a dostaas,

2  hag a lavaras d’ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.

3  Ra lavaro an AOTROU da Zoue deomp an hent hon eus da heuliañ hag ar pezh hon eus d’ober.

4  Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediñ an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc’h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc’h a zisklêriin deoc’h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc’h.

5  Hag e lavarjont da Jeremiaz: Ra vo an AOTROU evidomp un test gwirion ha feal, ma ne reomp ket hervez an holl c’herioù en devo roet dit an AOTROU da Zoue, evit m’o lavari deomp.

6  Mat pe fall, e sentimp ouzh mouezh an AOTROU hon Doue, ma kasomp ac’hanout etrezek ennañ, evit ma’z aio mat an traoù ganeomp pa hor bo sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.

7  Hag ec’h erruas a-benn dek devezh, ma voe disklêriet komz an AOTROU da Jeremiaz.

8  Hag e c’halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ.

9  Hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, ma hoc’h eus va c’haset etrezek ennañ evit kinnig ho pedennoù dirazañ:

10  Mar kendalc’hit da chom er vro-mañ, ho savin ha n’ho tistrujin ket, ho plantin ha n’ho tennin ket, rak keuz am eus d’an droug am eus graet deoc’h.

11  N’ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc’h eus aon dirazañ, n’ho pet ket aon razañ, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc’h evit ho saveteiñ hag ho tieubiñ eus e zorn,

12  ha zoken e rin deoc’h kavout trugarez, kement m’en devo truez ouzhoc’h ha ma lezo ac’hanoc’h da zistreiñ d’ho pro.

13  Met mar lavarit: Ne chomimp ket er vro-mañ, en doare ma ne sentot ket ouzh mouezh an AOTROU ho Toue,

14  o lavarout: Nann, met ez aimp d’an Ejipt, e-lec’h na welimp ket a vrezel, e-lec’h na glevimp ket son ar shofar, e-lec’h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,

15  neuze, selaouit bremañ komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Mar troit ho tremmoù evit mont d’an Ejipt, mard it da chom eno,

16  ar c’hleze, ma hoc’h eus aon razañ, a dapo ac’hanoc’h eno e bro Ejipt, an naonegezh, ma’z oc’h nec’het ganti, a stago ouzhoc’h eno e bro Ejipt, hag e varvot eno.

17  An holl dud o devo troet o dremm evit mont d’an Ejipt hag evit chom eno a varvo dre ar c’hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, ha den ne vano ha den ne dec’ho dirak an droug a lakain da zont warno.

18  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c’hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc’h pa viot aet d’an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c’hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec’h-mañ.

19  An AOTROU en deus lavaret deoc’h, nemorant eus Juda: N’it ket d’an Ejipt! Gouezit a-dra-sur e tifennan-se ouzhoc’h hiziv.

20  Rak en em douellet hoc’h eus hoc’h-unan pa hoc’h eus va c’haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.

21  Henn disklêriet em eus deoc’h hiziv, met ne selaouit ket mouezh an AOTROU ho Toue, nag hini ebet eus an holl c’herioù en deus roet din, evit m’o lavarfen deoc’h.

22  Bremañ eta gouezit a-dra-sur e varvot dre ar c’hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, e-lec’h ma plij deoc’h mont da chom ennañ.

 

Pennad 43

1  P’en doe echu Jeremiaz da lavarout d’an holl bobl holl gomzoù an AOTROU o Doue, en deus roet dezhañ, evit ma lavarfe dezho an holl gomzoù-se,

2  Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc’hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n’en deus ket kaset ac’hanout evit lavarout: N’it ket d’an Ejipt da chom eno.

3  Met Baruk mab Nerija eo hag a vount ac’hanout a-enep deomp, evit hon droukreiñ etre daouarn ar Galdeiz, da vezañ lakaet d’ar marv pe harluet da Vabilon.

4  Evel-se Johanan mab Kareak, holl bennoù ar strolladoù, hag an holl bobl ne selaoujont ket mouezh an AOTROU, da chom e bro Juda.

5  Ha Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a gemeras holl nemorant Juda a oa distroet eus an holl vroadoù ma oant bet stlabezet en o zouez evit chom e bro Juda,

6  ar baotred, ar maouezed, ar vugale, merc’hed ar roue, an holl dud en doa lezet Nebuzaradan penn ar warded gant Gedalia mab Ahikam mab Shafan, kenkoulz hag ar profed Jeremiaz ha Baruk mab Nerija,

7  hag ez ejont da vro Ejipt, rak ne sentjont ket ouzh mouezh an AOTROU. Hag e teujont betek Tapanez.

8  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz en Tapanez, er gerioù-se:

9  Kemer mein bras ez taouarn ha kuzh anezho e-barzh ar pri, en deolerezh a zo ouzh dor ti Faraon en Tapanez, dirak daoulagad ar Yuzevien.

10  Lavar dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e kasan da gerc’hat Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag e lakain e dron war ar vein-mañ am eus kuzhet, hag ec’h astenno e ballenn warno.

11  Dont a raio hag e skoio war vro Ejipt, d’ar marv ar re a zo evit ar marv, d’an harlu ar re a zo evit an harlu, d’ar c’hleze ar re a zo evit ar c’hleze.

12  Hag ec’h enaouin an tan e tiez doueoù an Ejipt. Eñ a zevo anezho hag a harluo anezho; en em wiskañ a raio gant bro Ejipt evel ar mesaer a wisk e zilhad, hag ez aio kuit e peoc’h.

13  Terriñ a raio ivez skeudennoù ti an heol e bro Ejipt, hag e tevo dre an tan tiez doueoù an Ejipt.

 

Pennad 44

1  Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioù-se:

2  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc’h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec’h, n’eus den o chom enno,

3  en abeg d’an droug o deus graet evit va c’hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n’o deus ket anavezet, nag int, na c’hwi, nag ho tadoù.

4  Kaset em eus deoc’h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc’h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!

5  Met n’o deus ket selaouet, n’o deus ket roet o skouarn evit distreiñ diwar o drougiezh ha tremen hep kinnig ezañs da zoueoù all.

6  Neuze va c’hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec’h hag ur glac’har, evel ma vez gwelet hiziv.

7  Ha bremañ evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Perak e rit an droug bras-se deoc’h hoc’h-unan, en ur lakaat da lemel ac’hanoc’h a-douez Juda, paotred, maouezed, bugale, poupiged, en doare ma ne vo nemorant ebet ac’hanoc’h?

8  Perak e kounnarit ac’hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec’h ma oc’h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar?

9  Hag ankounac’haet hoc’h eus torfedoù ho tadoù, torfedoù rouaned Juda, torfedoù o gwragez, ho torfedoù deoc’h hoc’h-unan, ha torfedoù ho kwragez, graet e bro Juda hag e straedoù Jeruzalem?

10  N’int ket en em izelaet betek hiziv, n’o deus ket bet doujañs, n’o deus ket kerzhet em lezenn nag em reolennoù, am boa roet deoc’h ha d’ho tadoù.

11  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e troan va dremm a-enep deoc’h evit an droug hag evit lemel holl Juda.

12  Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c’hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c’hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c’hoapadenn, un dismegañs.

13  Hag e kastizin ar re a zo o chom e bro Ejipt, evel ma em eus kastizet Jeruzalem, dre ar c’hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn,

14  ha den ne vano ha den ne dec’ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec’h e fell d’o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec’hidi.

15  Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout:

16  Diwar-benn ar gomz ac’h eus lavaret deomp en anv an AOTROU, ne selaouimp ket.

17  Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc’h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.

18  Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d’ober evadkinnigoù dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c’hleze ha dre an naonegezh.

19  Pa ginnigemp ezañs da rouanez an neñvoù ha raemp evadkinnigoù dezhi, hag-eñ e oa hep ma ouie hor gwazed e raemp dezhi gwestell ma veze skeudennet warno, pe e raemp evadkinnigoù dezhi?

20  Jeremiaz a lavaras neuze d’an holl bobl, d’ar baotred, d’ar maouezed, ha d’an holl re o doa respontet dezhañ:

21  An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c’hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n’en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n’eo ket aet betek e galon?

22  An AOTROU n’en deus ket fellet dezhañ e c’houzañv pelloc’h, en abeg da zrougiezh hoc’h oberoù, en abeg d’an traoù euzhus hoc’h eus graet, en doare ma’z eo troet ho pro en ur gouelec’h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.

23  Dre ma hoc’h eus kinniget ezañs, ha ma hoc’h eus pec’het a-enep an AOTROU, dre ma n’hoc’h eus ket selaouet mouezh an AOTROU, ha ma n’hoc’h eus ket kerzhet en e lezenn nag en e reolennoù nag en e destenioù, en abeg da-se, an droug-mañ a zo c’hoarvezet ganeoc’h, evel ma vez gwelet hiziv.

24  Goude, Jeremiaz a lavaras d’an holl bobl ha d’an holl vaouezed: Selaouit komz an AOTROU, c’hwi holl re Juda a zo e bro Ejipt:

25  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: C’hwi hag ho kwragez hoc’h eus komzet gant ho kenoù hag hoc’h eus graet gant ho taouarn, hag e lavarit: A-dra-sur e sevenimp ar gouestloù hon eus graet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d’ober dezhi evadkinnigoù. Sevenet mat hoc’h eus ho kouestloù, graet hoc’h eus ho kouestloù a boent da boent,

26  setu perak selaouit komz an AOTROU, c’hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c’henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!

27  Setu ec’h eveshaan outo evit an droug ha nann evit ar mad. Hag holl dud Juda a zo e bro Ejipt a vo kaset da get dre ar c’hleze ha dre an naonegezh, betek na vo ken hini anezho.

28  Ar re o devo tec’het eus ar c’hleze a zistroio eus bro Ejipt da vro Juda en niver bihan-meurbet, hag holl nemorant Juda, an holl re a zo deuet da vro Ejipt evit chom enni, a anavezo peseurt komz a vo sevenet, va hini pe o hini.

29  Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc’h, eme an AOTROU, ma kastizin ac’hanoc’h el lec’h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c’homzoù evit ho kwalleur.

30  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez.

 

Pennad 45

1  Setu ar gomz en deus disklêriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c’homzoù-mañ diouzh genoù Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:

2  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar da benn, Baruk:

3  Lavaret ec’h eus: Gwalleur din! Rak an AOTROU a laka glac’har war va foan. Faezhet on bet o hirvoudiñ, ha ne’m eus ket kavet an diskuizh.

4  Lavarout a ri eta dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mañ.

5  Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec’hioù ma’z i.

 

Pennad 46

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet d’ar profed Jeremiaz a-enep ar broadoù.

2  Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn lu Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec’het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:

3  Kempennit ar skoed bihan hag ar skoed bras, ha tostait d’an emgann.

4  Stagit ar c’hezeg, ha c’hwi marc’hegerien pignit! En em ziskouezit gant ho tokarnoù, naetait ho koafioù, gwiskit ho hobregonoù!

5  Petra ‘welan? Spontet int, treiñ a reont o c’hein, o zud kreñv a zo lakaet a-dammoù, hag e tec’hont hep distreiñ. Ar spont a zo a bep tu, eme an AOTROU.

6  Ra ne dec’ho ket ar skañvañ, ra ne redo ket ar c’hreñvañ! En hanternoz, war ribl stêr Eufratez, e strebotont hag e kouezhont!

7  Piv eo an hini a sav evel an Nil, a zo hejet he doureier evel stêrioù?

8  An Ejipt eo, sevel a ra evel an Nil, he doureier a hej evel stêrioù, hag e lavar: Sevel a rin, an douar a c’holoin, hag e tistrujin kêrioù hag ar re a zo o chom enno.

9  Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.

10  An deiz-mañ a zo d’an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c’hleze a lonko hag en devo e walc’h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.

11  Pign da C’halaad da gemer balzamoù, gwerc’hez merc’h an Ejipt! En aner e liesaez al louzeier, ne vi ket pareet.

12  Ar broadoù o deus anavezet da vezh, ha da griadenn a leugn an douar, rak da re greñv o deus strebotet an eil war egile, hag o-daou int kouezhet a-gevret.

13  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU d’ar profed Jeremiaz, pa zeuas Nebukadnezar roue Babilon da skeiñ gant bro Ejipt, er gerioù-se:

14  Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c’hleze a lonk en-dro dit.

15  Perak eo bet sammet da dud kadarn? N’o deus ket gallet derc’hel, rak an AOTROU en deus o diskaret.

16  Lakaet en deus un niver bras da strebotiñ, kouezhet eo an eil war egile, hag o deus lavaret: Deomp, distroomp etrezek hor pobl, d’hor bro c’henidik, pell eus ar c’hleze distrujus.

17  Kriet o deus: Faraon roue an Ejipt n’eo nemet trouz! Lezet en deus da dremen an tu.

18  Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C’harmel er mor, dont a raio.

19  Gra da bak evit an harlu, annezadez, merc’h an Ejipt, rak Nof a zeuio da vezañ ur gouelec’h, distrujet e vo, ne vo den o chom enni.

20  An Ejipt a zo un annoar gwall-gaer, met an distruj a zeu, dont a ra eus an hanternoz.

21  He gopridi ivez a zo en he c’hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec’hout a reont a-gevret, ne zalc’hont ket, rak deiz o glac’har a zo deuet warno, amzer o c’hastiz.

22  Klevet e vo he mouezh evel hini an naer, kerzhout a raint gant ul lu kreñv, hag e teuint a-enep dezhi gant bouc’hili evel koadourien.

23  Troc’hañ a raint he c’hoadeg, eme an AOTROU, dre ma’z eo diergerzhadus, rak ez int niverusoc’h eget kilheien-raden, ne c’hellont ket bezañ kontet.

24  Merc’h an Ejipt a vo mezhek, lakaet e vo etre daouarn pobl an hanternoz.

25  Lavaret en deus AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ pobl No, Faraon, an Ejipt, he doueoù, he rouaned, Faraon hag ar re a fizi ennañ.

26  Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o buhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioù gwechall, eme an AOTROU.

27  Ha te, Jakob va servijer, na’z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac’hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.

28  Te eta, Jakob va servijer, na’z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac’hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc’hin ket ac’hanout evit didamall.

 

Pennad 47

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet d’ar profed Jeremiaz a-enep ar Filistined, a-raok ma skoas Faraon war C’haza.

2  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezañ ur froud o tic’hlannañ, hag e tic’hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c’hêrioù hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoù, hag holl bobl ar vro a yudo.

3  En abeg da drouz tregernus karnioù e virc’hed galloudek, en abeg da storlok e girri, en abeg da dourni e rodoù, an tadoù ne droint ket etrezek o mibien, ken laosk ma teuio o daouarn.

4  An deiz a zeu evit distrujañ an holl Filistined, evit lemel eus Tir hag eus Sidon kement hini a vano d’o skoazellañ, rak an AOTROU a ya da zistrujañ ar Filistined, nemorant enez Kaftor.

5  Gaza a zo deuet da vezañ moal, Askalon a dav gant nemorant o zraonienn. Betek pegeit en em ri flañchoù?

6  A! Kleze an AOTROU! Betek pegeit ne baouezi ket? Distro da’z kouin, sioula ha chom peoc’h!

7  Met penaos e paouezfe? An AOTROU en deus roet dezhañ ur gourc’hemenn: merket eo a-enep Askalon hag a-enep aod ar mor.

 

Pennad 48

1  Diwar-benn Moab, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwalleur da Nebo, rak gwastet eo! Kirjataim a zo mezhek, tapet eo. Ar gêr greñv a zo mezhet ha spontet.

2  Moab n’he deus ken da dennañ gloar eus Hesbon, ijinet eo bet droug a-enep dezhi: Deuit, distrujomp hi a-douez ar broadoù! Ha te ivez, Madmen, te a vo distrujet, hag ar c’hleze a yelo war da lerc’h.

3  Ur vouezh o c’harmiñ a zeu eus Horonajim, freuz ha distruj bras.

4  Moab a zo brevet, e re vihan a ra klevout o c’hriadennoù.

5  Pignat a reor en ur ouelañ savenn Lukid, hag e klevor garmoù a enkrez o tont eus diskenn Horonajim en abeg d’an enebourien.

6  Tec’hit, savetait ho puhez! Hag e viot evel en noazh en ur gouelec’h.

7  Peogwir ec’h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d’an harlu, gant hec’h aberzhourien hag he fennoù.

8  An distrujer a yelo en holl gêrioù, ha kêr ebet na dec’ho. An draonienn a vo rivinet hag ar blaenenn a vo distrujet, hervez ar pezh en deus lavaret an AOTROU.

9  Roit eskell da Voab, rak a-dra-sur e nijo. E gêrioù a zeuio da vezañ ur gouelec’h, ne vo den o chom enno.

10  Ra vo milliget an hini a raio labour an AOTROU gant leziregezh, ha ra vo milliget an hini a zinac’ho ouzh e gleze ar gwad!

11  Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhañ a rae war e lec’hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d’egile, n’eo ket aet d’an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantañ hag e c’hwezh n’eo ket bet cheñchet.

12  Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kasin dezhañ tud a dreuzlestro anezhañ, a c’houllondero e listri, a lakaio e seier-lêr a-dammoù.

13  Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma’z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.

14  Penaos e lavarit: Ni a zo tud galloudek ha kadarn em emgann?

15  Moab a zo drailhet, e gêrioù a bign e moged, an dibab eus e dud yaouank a ziskenn d’al lazhadeg, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.

16  Diskar Moab a zo tost, hag e walleur a ya buan war-raok.

17  Ha c’hwi holl a anavez e anv, lavarit: Penaos eo bet torret ar walenn nerzhus-se, ar vazh veurdezus-se?

18  Diskenn eus da c’hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc’h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec’hioù.

19  En em zalc’h war an hent ha sell, annezadez Aroer! Goulenn ouzh an tec’had hag ouzh an hini a ya kuit, lavar: Petra a zo c’hoarvezet?

20  Moab a zo mezhek, rak brevet eo bet. Huanadit ha yudit! Embannit war an Arnon ez eo drailhet Moab,

21  hag ez eo deuet ar varn war vro ar blaenenn, war Holon, war Jahaz, war Vefaad,

22  war Zibon, war Nebo, war Vet-Diblataim,

23  war Girjataim, war Vet-Gamul, war Vet-Meon,

24  war Geriod, war Vozra, war holl gêrioù bro Voab, pell pe tost.

25  Korn Moab a zo troc’het, hag e vrec’h a zo torret, eme an AOTROU.

26  Mezvit eñ, rak eo savet a-enep an AOTROU. Ra en em ruilho Moab en e c’hwedadenn, ha ra vo eñ ivez ur c’hoapadenn.

27  Ha ne oa ket bet Israel ur c’hoapadenn evidout? Daoust hag e oa e-touez al laeron, ma hejez da benn adalek ma komzez dioutañ?

28  Tud Moab, dilezit ar c’hêrioù ha chomit er reier, bezit evel ar goulm, a ra he neizh ouzh digor ur vougev.

29  Klevet hon eus lorc’h Moab, lorc’hus-tre eo, e rogentez, e lorc’h, e ourgouilh, e galon c’hwezet.

30  Anavezout a ran, eme an AOTROU, e fouge; aner eo e vrabañserezh, aner eo o oberennoù.

31  Setu perak e hirvoudin war Voab, garmiñ a rin diwar-ben Moab a-bezh. War dud Kir-Heres e huanador.

32  Gwinienn Sibma, warnout e ouelin muioc’h eget war Jaezer, da vrankoù a yae dreist ar mor, hag e tapent mor Jaezer. An distrujer a zo kouezhet war da frouezh-hañv ha war da vendem.

33  Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc’hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez.

34  En abeg da c’harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac’haret.

35  Me a raio, eme an AOTROU, na vo den ebet ken e Moab o pignat war an uhellec’hioù evit kinnig ezañs d’e zoueoù.

36  Setu perak va c’halon a huanado war Voab evel fleütoù, va c’halon a huanado evel fleütoù war dud Kir-Heres, dre ma’z eo kollet an teñzorioù o deus dastumet.

37  Rak pep penn a vo moal, pep barv a vo troc’het, war bep dorn e vo flañchoù, ha war an divgroazell e vo seier.

38  War holl doennoù Moab ha war e leurioù, pep tra a vo kañvoù, rak brevet em bo Moab evel ul lestr a zisplij, eme an AOTROU.

39  Huanadit: Penaos eo bet torret? Penaos e tro kein Moab en e vezh? Moab a vo ur c’hoapadenn hag ur spont evit an holl re a vo en-dro dezhañ.

40  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu emañ o nijal evel un erer, hag ec’h astenno e eskell war Voab.

41  Keriod a zo kemeret, e greñvlec’hioù a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.

42  Moab a vo distrujet, ne vo ken ur bobl, rak en em savet eo a-enep an AOTROU.

43  Warnout e vo ar spont, ar poull hag ar roued, o Moabad, eme an AOTROU.

44  An hini a dec’h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.

45  Dindan skeud Hesbon ec’h ehan an dec’hidi dre ziouer a nerzh, un tan a zeuio eus Hesbon, hag ur flamm eus kreiz Sihon, a lonko ur c’hostez eus Moab, ha lein penn mibien an tousmac’h.

46  Gwalleur dit Moab! Kollet eo pobl Gemosh! Rak da vibien a zo kaset en harlu, ha da verc’hed en harlu.

47  Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec’h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.

 

Pennad 49

1  Diwar-benn mibien Ammon, evel-henn e komz an AOTROU: Israel, ha n’en deus mab ebet? Ha n’en deus heritour ebet? Perak en deus heritet Malkam eus Gad? Perak emañ o chom e bobl en e gêrioù?

2  Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezañ ur bern distruj, he c’hêriadennoù a vo devet dre an tan, hag Israel a berc’henno ar re o devo e berc’hennet, eme an AOTROU.

3  Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc’hed Rabba, gwiskit ar sac’h, hirvoudit, redit amañ hag ahont a-hed ar mogerioù! Rak Malkam a yelo d’an harlu gant e aberzhourien hag e bennoù.

4  Perak e kavez gloar ez traoniennoù? Da draonienn a ziver, merc’h disleal a fizie ez teñzorioù, o lavarout: Piv a zeuio a-enep din?

5  Setu ez an da zegas warnout ar spont eus da holl drowardroioù, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, hag e viot kaset pep hini war-eeun dirazañ, ha den ne zastumo an dec’hidi.

6  Met goude-se e tegasin en-dro re zalc’het mibien Ammon, eme an AOTROU.

7  Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n’eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c’huzul d’an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?

8  Tec’hit, troit kein, en em endonit e kevioù, tud Dedan, rak lakaat a rin da zont war Ezaü e c’hlac’har da vare e gastiz.

9  Mar deufe dastumerien da’z ti, ha ne lezfent netra da raspaat? Mar deufe laeron noz, e kemerfent ar pezh a vefe a-walc’h dezho.

10  Met me am eus diwisket Ezaü ha dizoloet e lec’hioù kuzh, ne c’hello ket en em guzhat. E lignez, e vreudeur hag e amezeien a zo distrujet, ha n’emañ ken.

11  Lez da emzivaded, me a lakaio anezho da vevañ, ha ra fizio da intañvezed ennon!

12  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc’het? Ne vi ket ezdalc’het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ.

13  Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec’h holl gêrioù a vo gouelec’hioù peurbadus.

14  Klevet em eus kement-mañ a-berzh an AOTROU, hag ur c’hannad a zo bet kaset d’ar broadoù: Dastumit ha deuit a-enep dezhi! Savit evit ar brezel!

15  Rak setu, da lakaat a rin bihan e-touez ar broadoù, ha disprizet e-touez an dud.

16  Da emfiziañs ha lorc’h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloù ar reier hag a zalc’h krec’h ar menezioù. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac’hanout d’an traoñ, eme an AOTROU.

17  Edom a vo ur rivin, ar re a dremeno en e gichen a vo souezhet hag a c’hwitello war e holl c’houlioù.

18  Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c’hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.

19  Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc’hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc’ho dirazon?

20  Setu perak, selaouit ar pezh a fell d’an AOTROU ober a-enep Edom, hag ar soñjoù en deus graet a-enep Teman: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!

21  Gant trouz o lamm, an douar a gren, ha klevet eo mouezh o garm betek ar Mor Ruz.

22  Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.

23  Diwar-benn Damask. Hamad hag Arpad a zo mezhekaet, rak klevet o deus keloù fall, teuziñ a reont. Gwall vor ‘zo ha ne c’hell ket sioulaat.

24  Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec’hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac’har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ.

25  Penaos n’eo ket dilezet ar gêr vrudet, kêr va levenez?

26  Setu perak he zud yaouank a gouezho en he straedoù, hag an holl dud a vrezel a soeto en deiz-se, eme an AOTROU.

27  Me a enaouo an tan e mogerioù Damask, hag e lonko palezioù Ben-Hadad.

28  Diwar-benn Kedar ha rouantelezhioù Hazor, a vo kannet gant Nebukadnezar roue Babilon, evel-henn e komz an AOTROU: Savit, pignit a-enep Kedar, distrujit mibien ar sav-heol.

29  Tapout a raint o zeltennoù hag o zropelloù, kemer a raint o fallennoù, o holl listri hag o c’hañvaled, hag e vo yudet: Spont a bep tu!

30  Tec’hit! Pellait kement ha ma c’hellit, en em endonit da chom, tud Hazor, eme an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon en deus graet ur soñj a-enep deoc’h, ijinet en deus ur mennad a-enep deoc’h.

31  Savit, pignit etrezek ar vroad a zo e peoc’h hag o chom e surentez, eme an AOTROU. N’o deus na dorojoù na prennoù, hag emaint o chom o-unan.

32  O c’hañvaled a vo preizhet, niver bras o loened a vo skrapet. Me o stlabezo da bep avel, an dud-se a douz kognoù o barv, hag e rin d’o glac’har dont a bep tu, eme an AOTROU.

33  Azor a zeuio da vezañ toulloù evit an aourgon hag ur gouelec’h da viken. Ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.

34  Komz an AOTROU a voe disklêriet d’ar profed Jeremiaz a-enep Elam, e penn-kentañ ren Sedesia roue Juda, er gerioù-se:

35  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da derriñ gwareg Elam, e nerzh brasañ.

36  Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neñvoù, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioù-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec’hidi Elam.

37  Me a raio da Elam bezañ spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c’hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc’h ar c’hleze, betek ma em bo o c’haset da get.

38  Hag e lakain va zron en Elam, hag e tistrujin ar rouaned hag ar pennoù anezhañ.

39  Met en deizioù diwezhañ e tegasin en-dro re zalc’het Elam, eme an AOTROU.

 

Pennad 50

1  Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU a-enep Babilon hag a-enep bro ar Galdeiz, dre ar profed Jeremiaz, er gerioù-se:

2  Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec’h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.

3  Rak ur vroad a bign a-enep dezhi eus an hanternoz, lakaat a raio he bro da vezañ ur gouelec’h, ha ne vo den o chom enni. Den ha loen a dec’ho, mont a raint kuit.

4  En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.

5  Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac’haet.

6  Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d’ur c’hrec’h, hag o deus disoñjet o c’hraou.

7  An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec’het a-enep an AOTROU, chomlec’h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.

8  Tec’hit eus kreiz Babilon, it er-maez eus bro ar Galdeiz, bezit evel ar bouc’hed a ya dirak an tropell!

9  Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.

10  Kaldea a vo ur preizh, an holl re a breizho anezhi o devo o gwalc’h, eme an AOTROU.

11  Dre ma oc’h en em laouenaet, dre ma oc’h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc’h eus lammet evel un annoar er geot ha c’hwirinet evel kezeg,

12  ho mamm a vo goloet a vezh, an hini he deus ho kanet a vo dismegañset. Setu ma vo an diwezhañ eus ar broadoù, ur gouelec’h, un douar krin, ul lanneg.

13  En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac’har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c’hwitello war e holl c’houlioù.

14  En em renkit en-dro da Vabilon, c’hwi holl a antell ar wareg; tennit a-enep dezhi, n’espernit ket ar biroù, rak pec’het he deus a-enep an AOTROU.

15  Youc’hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m’he deus graet.

16  Dilamit eus Babilon an hini a had hag an hini a ra gant ar falz da vare an eost. Dirak ar c’hleze distrujus, ra zistroio pep hini etrezek e bobl, ra dec’ho pep hini d’e vro.

17  Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec’h eskern dezhi.

18  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ roue Babilon hag e vro, evel ma em eus kastizet roue Asiria.

19   Hag e tegasin en-dro Israel d’e chomlec’h, hag e peuro war ar C’harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc’h war menezioù Efraim ha Galaad.

20  En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec’hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d’ar re am bo lezet e nemorant.

21  Pign a-enep ar vro a zo disent div wech, a-enep an dud lezet evit bezañ kastizet, distruj ha kas da get war o lerc’h, eme an AOTROU, gra hervez kement am eus gourc’hemennet dit.

22  Trouz un emgann a zo er vro, hag un distruj bras.

23  Penaos eo bet torret, freuzet, morzhol an douar a-bezh! Penaos eo deuet Babilon un dismantr e-touez ar broadoù!

24  Stegnet em eus ur pech dit, hag ez out bet tapet, Babilon, ha n’anaveze ket. Kavet out bet ha tapet, dre ma ec’h eus stourmet a-enep an AOTROU.

25  An AOTROU en deus digoret e harnezerezh, tennet en deus er-maez armoù e gounnar, rak an Aotrou, AOTROU an armeoù, en deus ul labour d’ober e bro ar Galdeiz.

26  Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroù, mac’hit anezhi evel bernioù, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra!

27  Lazhit hec’h holl goleoù, ra ziskennint holl d’al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c’hastiz!

28  Selaouit mouezh ar re a dec’h hag a ya kuit eus bro Vabilon, evit embann e Sion veñjañs an AOTROU hon Doue, veñjañs e dempl.

29  Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C’hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec’ho den. Rentit dezhi hervez hec’h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc’h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.

30  Setu perak he zud a zibab a gouezho war he leurioù, hag hec’h holl dud a vrezel a vo kaset da get en deiz-se, eme an AOTROU.

31  Setu em eus droug ouzhit-te, lorc’hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma’z kastizin.

32  An hini lorc’hus a vrañsello hag a gouezho, ha den n’adsavo anezhi, hag ec’h enaouin un tan en he c’hêrioù. Lonkañ a raio hec’h holl drowardroioù.

33  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mibien Israel ha mibien Juda a zo bet gwasket a-gevret. An holl re o deus harluet anezho o dalc’h, ne fell ket dezho o lezel da vont.

34  O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c’haoz, evit reiñ diskuizh d’ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon.

35  Ar c’hleze a zo war ar Galdeiz, eme an AOTROU, war dud Babilon, war he fennoù ha war e furien!

36  Ar c’hleze a zo war he zouellerien: ra zeuint da vezañ diskiant! Ar c’hleze a zo war he re galonek: ra vint kollet!

37  Ar c’hleze a zo war he c’hezeg, war he c’hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c’hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!

38  Ar sec’hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloù eo, sot int gant o idoloù euzhus.

39  Loened gouez ar gouelec’h o devo eno o zoulloù gant an aourgon, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, ne vo biken tud o chom eno, ne vo ken annezet a oad da oad.

40  Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c’hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.

41  Setu, ur bobl a zeuio eus an hanternoz, ur vroad vras ha rouaned niverus a zihuno eus pennoù pellañ an douar.

42  Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc’h Babilon.

43  Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.

44  Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc’hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Babilon da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc’ho dirazon?

45  Setu perak, selaouit ar pezh a fell d’an AOTROU ober a-enep Babilon, hag ar soñjoù en deus graet a-enep bro ar Galdeiz: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!

46  Gant trouz kemer Babilon an douar a greno, hag ur garm a vo klevet e-touez ar broadoù.

 

Pennad 51

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan da sevel un avel a zistruj a-enep Babilon hag a-enep an holl dud a zo o chom e kalon va enebourien.

2  Hag e kasan a-enep Babilon gwenterien a wento anezhi hag a c’houllondero he bro. Dont a raint warni a bep tu, en deiz ar gwalleur.

3  Ra vo stegnet ar wareg a-enep an hini a stegn e wareg hag a-enep an hini a fiz en e hobregon! Ha n’espernit ket he zud eus an dibab, distrujit hec’h holl lu en e bezh.

4  Ra gouezhint ar c’hloazidi d’ar marv war zouar ar C’haldeiz, ha re doullet en he straedoù!

5  Rak Israel ha Juda n’int ket dilezet gant o Doue, AOTROU an armeoù, daoust d’o bro bezañ leuniet a dorfedoù dirak Sant Israel.

6  Tec’hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec’h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.

7  Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.

9  A-daol-trumm eo kouezhet Babilon, freuzet eo. Huanadit warni, kemerit balzam evit he gouli, marteze e pareo.

9  Louzaouet hon eus Babilon ha n’eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d’e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.

10  An AOTROU en deus lakaet war wel hor reizhder. Deuit ha disklêriomp e Sion oberenn an AOTROU hon Doue.

11  Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.

12  Savit ur banniel a-enep mogerioù Babilon, kreñvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioù! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.

13  Te hag a zo o chom war galz a zour, te hag ac’h eus teñzorioù e-leizh, da ziwezh a zo deuet, muzul da c’hounid direizh a zo leun.

14  AOTROU an armeoù en deus touet drezañ e-unan: A-dra-sur da leuniañ a rin a dud evel kilheien-raden, a laosko a-enep dit kriadegoù a vrezel.

15  Eñ en deus graet an douar dre e c’halloud, eñ en deus diazezet ar bed dre e furnez, eñ en deus astennet an neñvoù dre e skiant.

16  Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù, hag e laka ur vrumenn da sevel eus pennoù an douar. Ober a ra al luc’hed hag ar glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.

17  Pep den a zo amoet en anaoudegezh, pep orfebour a zo mezhek eus e skeudenn gizellet, rak e draoù teuzet n’int nemet gaou, n’eus ket a c’hwezh enno.

18  N’int nemet netra, oberennoù a douellerezh, mont a raint da goll pa zeuio o c’hastiz.

19  Lodenn Jakob n’eo ket evelto, rak an Hini en deus doareet pep tra ez eo, Israel eo meuriad e hêrezh, AOTROU an armeoù eo e anv.

20  Bet out ur morzhol din, ur benveg a vrezel, drezout em eus brevet broadoù, drezout em eus distrujet rouantelezhioù,

21  drezout em eus brevet ar marc’h hag ar marc’heger, drezout em eus brevet ar c’harr hag an hini a oa warnañ,

22  drezout em eus brevet ar paotr hag ar plac’h, drezout em eus brevet an den kozh hag ar bugel, drezout em eus brevet an den yaouank hag ar plac’h yaouank,

23  drezout em eus brevet ar mesaer hag e dropell, drezout em eus brevet al labourer-douar hag e denn, drezout em eus brevet ar c’houarnerien hag ar renerien.

24  Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.

25  Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac’hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.

26  Ne vo tennet diouzhit na maen-korn na maen-diazez, met e vi ur rivin peurbadus, eme an AOTROU.

27  Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d’ar c’hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.

28  Kempennit a-enep dezhi ar broadoù, rouaned Media, he gouarnerien hag hec’h holl renerien, hag an holl vro dindani.

29  An douar a greno hag a vo er poanioù, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezañ ur gouelec’h hep tud.

30  Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc’hont er c’hreñvlec’hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.

31  Ur reder a redo en arbenn d’unan all, hag ur c’hannad en arbenn d’unan all, da gemenn da roue Babilon ez eo tapet e gêr a bep tu,

32  hag eo aloubet e ribinoù, hag eo devet e c’heunioù dre an tan, hag eo spouronet an dud a vrezel.

33  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc’h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac’het, c’hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec’h eost.

34  Nebukadnezar roue Babilon en deus va debret ha va brevet, va lezet en deus evel ul lestr goullo, va lonket en deus evel un aerouant, leuniet en deus e gof eus va gwellañ traoù, va c’haset en deus.

35  Ra gouezho an taerder graet din ha da’m c’hig war Vabilon, a lavaro annezadez Sion; ra gouezho va gwad war dud Kaldea, a lavaro Jeruzalem.

36  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tifennin da gaoz ha da veñjiñ a rin; disec’hañ a rin he mor hag e lakain he mammenn da hesk.

37  Babilon a zeuio da vezañ ur bern distruj, toulloù evit an aourgon, ur souezh hag ur c’hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.

38  A-unvan e yudint evel leoned, hag e laoskint kriadennoù evel leonedigoù.

39  Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c’housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.

40  Me a raio dezho diskenn evel oaned d’al lazhadeg, evel tourzed ha bouc’hed.

41  Penaos eo bet tapet Sheshak? Penaos eo bet paket an hini a oa meulet gant an douar holl? Penaos eo deuet Babilon da vezañ ur rivin, e-touez ar broadoù?

42  Ar mor a zo pignet a-enep Babilon, goloet eo gant maread e goummoù.

43  He c’hêrioù a zo deuet ur gouelec’h, un douar sec’h, digenvez, ne vo den o chom enno, ha mab-den ebet ne dremeno drezo.

44  Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c’henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.

45  It kuit eus he c’hreiz, va fobl, ra saveteo pep hini ac’hanoc’h e vuhez diouzh kounnar entanet an AOTROU.

46  Ra ne zinerzho ket ho kalon, ha n’ho pet ket aon rak ar c’heleier a vo klevet er vro. Rak er bloaz-mañ e teuio un trouz, hag er bloaz war-lerc’h un trouz all. Taerder e vo er vro, rener a-enep rener.

47  Setu perak e teu an deizioù ma kastizin skeudennoù kizellet Babilon, hec’h holl vro a vo mezhekaet, hec’h holl c’hloazidi d’ar marv a gouezho en he c’hreiz.

48  An neñvoù hag an douar ha kement a zo enno a laouenaio gant kanoù a levenez war Vabilon, rak eus an hanternoz e teuio an distrujerien en hec’h enep, eme an AOTROU.

49  Evel ma he deus lakaet Babilon da gouezhañ gloazidi d’ar marv Israel, evel-se e kouezho e Babilon gloazidi d’ar marv ar vro holl.

50  C’hwi hag a zo tec’het eus ar c’hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.

51  Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa’z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.

52  Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kastizin he skeudennoù kizellet, hag ar c’hloazidi d’ar marv a glemmo dre ar vro holl.

53  Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c’hreñvlec’h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.

54  Trouz ur c’harmadeg a glever eus Babilon, ur rivin bras eus bro ar Galdeiz,

55  rak ez a an AOTROU da wastañ Babilon, da lakaat da baouez enni ar vouezh vras. O c’hoummoù a c’hrozmol evel doureier bras, trouz o mouezh a dregern,

56  rak eo deuet an distrujer warni, war Vabilon, tapet eo he c’hadarnidi, torret eo o gwaregoù, an AOTROU eo Doue ar veñjañs, hag e roio da bep hini ar pezh a zo dleet dezhañ.

57  Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c’housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.

58  Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan.

59  Setu amañ an urzh a roas ar profed Jeremiaz da Seraja mab Nerija mab Makseja, pa’z eas da Vabilon gant Sedesia roue Juda, d’ar pevare bloaz eus e ren. Seraja a oa kentañ kambrelan.

60  Jeremiaz a skrivas en ul levr an holl zroug a zlee dont war Vabilon, an holl gomzoù-mañ skrivet a-enep Babilon.

61  Jeremiaz a lavaras da Seraja: Pa vi erru e Babilon, e selli hag e lenni an holl gomzoù-mañ,

62  hag e lavari: AOTROU, lavaret ec’h eus diwar-benn al lec’h-mañ e vo distrujet, en doare na chomo ennañ na den na loen, met ma vo ur gouelec’h da viken.

63  Ha pa ez po echu da lenn al levr-mañ, e stagi ur maen outañ hag e taoli anezhañ en Eufratez,

64  hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n’adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec’hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.

 

Pennad 52

1  Sedesia a oa en oad a ur bloaz warn-ugent pa zeraouas da ren, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc’h Jeremiaz, eus Libna.

2  Ober a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, evel m’en doa graet Jojakim.

3  En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda ec’h erruas kement-se, betek ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.

4  D’an navet bloaz eus e ren, d’an dekvet miz, d’an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl lu a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont a-enep dezhi tosennoù tro-dro.

5  Ha kêr a voe sezizet betek an unnekvet bloaz eus ar roue Sedesia.

6  D’ar pevare miz, d’an navet eus ar miz, an naonegezh a savas e kêr, ha ne oa ken a vara evit pobl ar vro.

7  Neuze un toull-freuz a voe graet da gêr, hag an holl dud a vrezel a dec’has hag a yeas er-maez eus kêr, da noz, dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gêr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.

8  Met lu ar Galdeiz a redas war-lerc’h ar roue hag e tapjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ.

9  Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhañ da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e bro Hamad, e-lec’h ma voe barnet.

10  Roue Babilon a reas lazhañ mibien Sedesia dirak e zaoulagad, hag e reas lazhañ ivez holl bennoù Juda e Ribla.

11  Neuze e reas broudañ e zaoulagad da Sedesia, hag ec’h ereas anezhañ gant chadennoù arem. Ha roue Babilon en kasas da Vabilon, hag en lakaas en toull-bac’h betek deiz e varv.

12  D’an dekvet eus ar pempvet miz, en naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas da Jeruzalem.

13  Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.

14  Hag holl lu ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras an holl vogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.

15  Nebuzaradan penn ar warded a harluas hiniennoù eus an dud paourañ, an nemorant a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.

16  Koulskoude Nebuzaradan penn ar warded a lezas hiniennoù a-douez ar re baourañ eus ar vro, evel gwinierien ha labourerien-douar.

17  Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c’holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.

18  Kemer a rejont ivez ar c’haoterioù, ar palioù, ar mougerigoù, an hanafoù, al loaioù, hag an holl listri arem implijet evit ar servij.

19  Penn ar warded a gasas ivez gantañ ar c’hirinoù, an ezañsoueroù, an hanafoù, ar c’haoterioù, ar c’hantolorioù, al loaioù, ar c’hiboù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc’hant.

20  Diwar-benn an div golonenn, ar mor, hag an daouzek ejen arem a servije da sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket pouezet arem an holl draoù-se.

21  Diwar-benn ar c’holonennoù, uhelder pep kolonenn a oa triwec’h ilinad (~ 9 m), hag ur gordenn a zaouzek ilinad (~ 6 m) a rae he zro; he zevder a oa pevar biz (~ 8 cm), hag e oa kleuz.

22  Bez’ e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad (~ 2.5 m), war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he greunadez a oa heñvel.

23  Hag e oa c’hwezek greunadezenn ha pevar-ugent war bep tu, hag an holl c’hreunadez war ar roued tro-dro a oa kant.

24  Penn ar warded a gemeras an aberzhour-meur Seraja, an eil-aberzhour Sofonia, ha tri diwaller an treuzoù.

25  Hag eus kêr e kemeras ur spazhad a oa karget eus an dud a vrezel, ha seizh den eus ar re a wele dremm ar roue hag en em gave e kêr, ha penn-skrib al lu a engouestle pobl ar vro, ha tri-ugent den a-douez pobl ar vro a voe kavet e kêr.

26  Nebuzaradan penn ar warded a dapas anezho hag o c’hasas da roue Babel da Ribla.

27  Roue Babilon a skoas warno hag o lazhas e Ribla, e bro Hamad. Evel-se Juda a voe kaset er-maez eus e vro.

28  Setu ar bobl a voe harluet gant Nebukadnezar: D’ar seizhvet bloaz, tri mil tri Yuzev warn-ugent,

29  d’an triwec’hvet bloaz eus Nebukadnezar, eizh kant daou zen ha tregont,

30  d’an trede bloaz warn-ugent eus Nebukadnezar, Nebuzaradan penn ar warded a harluas seizh kant pemp Yuzev ha daou-ugent. An holl dud-se a voe eta pevar mil c’hwec’h kant.

31  D’ar seizhvet bloaz ha tregont eus harlu Jojakin roue Juda, d’an daouzekvet miz, d’ar pempvet warn-ugent eus ar miz, Evilmerodak roue Babilon, er bloaz ma teuas da roue, a adsavas penn Jojakin roue Juda, hag a dennas anezhañ eus an toull-bac’h.

32  Komz a reas outañ gant madelezh, hag e lakaas e dron a-us da dron ar rouaned a oa gantañ e Babilon.

33  Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc’hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez.

34  Peadra e vuhez pemdeziek a voe roet dezhañ a-berzh roue Babilon, bemdez, betek deiz e varv, e-pad holl amzer e vuhez.

 

Publicités