25 Klemmganoù Jeremiaz

KLEMMGANOÙ JEREMIAZ

 

Pennad 1

א  Alef

1  Penaos ez eo azezet hec’h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.

ב  Bet

2  A-hed an noz e ouel hag an daeroù a c’holo he divjod. Nikun n’he frealz a-douez an holl re he c’hare. Hec’h holl vignoned o deus he zouellet, deuet int da vezañ hec’h enebourien.

ג  Gimel

3  Juda a zo bet harluet, er glac’har eo hag en ur sklavelezh bras. Emañ o chom e-touez ar broadoù ha ne gav diskuizh ebet. E holl heskinerien o deus e dapet en enkrez.

ד  Dalet

4  Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d’ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec’h aberzhourien a huanad. He gwerc’hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c’hwervoni.

ה  He

5  Hec’h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec’h enkrezet en abeg d’he fec’hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc’het dirak an enebour.

ו  Vav

6  Merc’h Sion he deus kollet hec’h holl splannder. He fennoù a zo deuet da vezañ evel kirvi na gavont ket a beurvanoù. Hag ez eont kuit, dinerzh, dirak an hini a red war o lerc’h.

ז  Zayin

7  En deizioù he glac’har hag he c’hantreadeg, Jeruzalem he deus bet soñj eus an holl draoù plijus he doa bet adalek an deizioù kozh. Pa’z eo kouezhet he fobl dre zorn an enebour, ne voe den ebet d’he sikour. Hec’h enebourien o deus he gwelet, hag o deus graet goap eus he deizioù sabad.

ח  Het

8  Jeruzalem he deus gwall bec’het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec’h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec’h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.

ט  Tet

9  He saotradur a oa e pleg he sae, n’eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n’he frealz. Sell, AOTROU, va glac’har! An enebour a gemer lorc’h.

י  Yod

10  An enebour en deus astennet e zorn war hec’h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da’z podadenn.

כ  Kaf

11  Hec’h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!

ל  Lamed

12  Ha n’oc’h teneraet, c’hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac’har heñvel ouzh ar glac’har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.

מ  Mem

13  Eus an nec’h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.

נ  Nun

14  Yev va direizhderioù a zo ereet gant e zorn. Gweadennet int, hag e pouezont war va gouzoug. Torret en deus va nerzh, an AOTROU en deus va lakaet etre daouarn na c’hellan ket stourm outo.

ס  Samek

15  An AOTROU en deus diskaret an holl dud kreñv em c’hreiz. Galvet en deus un emvod em enep, evit distrujañ va zud yaouank. An AOTROU en deus jaodret er waskerell ar werc’hez merc’h Juda.

ע  Ayin

16  En abeg da-se eo e ouelan hag e teuz en dour va lagad. Ar frealzer a c’hellfe dic’hlac’hariñ va ene a zo aet pell diouzhin. Va mibien a zo mantret rak an enebour a zo kreñvoc’h.

פ  Pe

17  Sion a astenn he daouarn ha den n’he frealz. An AOTROU en deus roet urzh da enebourien Jakob bezañ a-dro-war-dro dezhañ. Jeruzalem a zo deuet da vezañ ur saotradur en o zouez.

צ  Tsade

18  An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c’henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac’har. Va gwerc’hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.

ק  Qof

19  Galvet em eus va mignoned, met va zouellet o deus. Va aberzhourien ha va henaourien a zo marvet e kêr. Klask a raent boued evit adkavout o buhez.

ר  Resh

20  Sell AOTROU! Me ‘zo en estrenvan, va c’hreizon a verv. Va c’halon a zo trubuilhet ennon, rak gwall zisent on bet. En diavaez ar c’hleze en deus graet e zistrujoù, en diabarzh ez eus ar marv.

ש  Shin

21  Klevout a reont ac’hanon oc’h huanadiñ, ha nikun na’m frealz. Va holl enebourien o deus klevet va gwalleur hag o deus laouenaet gant ar pezh ac’h eus graet. Kas a ri an deiz, en disklêrii, ma vint heñvel ouzhin.

ת  Tav

22  Ra zeuio o holl zrougiezh dirazout. Gra dezho evel m’ec’h eus graet din en abeg da’m holl zisentidigezh. Niverus eo va huanadoù ha dinerzh va c’halon.

 

Pennad 2

א  Alef

1  Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc’h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d’an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n’en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.

ב  Bet

2  An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec’hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec’hioù merc’h Juda, o zaolet en deus d’an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.

ג  Gimel

3  Bruzunet en deus holl nerzhioù Israel en e gounnar entanet. Tennet en deus en a-dreñv e zehou dirak e enebourien. Enaouet en deus e Jakob un tanflamm o lonkañ a bep tu.

ד  Dalet

4  Stegnet en deus e wareg evel un enebour. Dalc’het en deus e zehou evel hini un argader, lazhet en deus kement hini a oa plijus d’al lagad. E teltenn merc’h Sion en deus skuilhet e gounnar evel un tan.

ה  He

5  An Aotrou a zo bet evel un enebour. Lonket en deus Israel, lonket e holl balezioù, distrujet e holl greñvlec’hioù. Liesaet en deus e ti merc’h Juda an huanadoù hag ar c’hlemmoù.

ו  Vav

6  Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec’h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.

ז  Zayin

7  An Aotrou en deus kasaet e aoter hag taolet kuit e santual. Lakaet en deus mogerioù e balezioù en daouarn an enebour. Graet o deus trouz e ti an AOTROU, evel d’un deiz gouel.

ח  Het

8  An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc’h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n’en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.

ט  Tet

9  He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n’emañ ken. Ar brofeded zoken n’o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.

י  Yod

10  Henaourien merc’h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc’hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.

כ  Kaf

11  Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c’hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c’houli merc’h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.

ל  Lamed

12  Lavarout a reont d’o mammoù: Pelec’h emañ gwinizh ha gwin? Hag e kouezhont evel tud gloazet war leurioù kêr. Hag e varvont war vrennid o mammoù.

מ  Mem

13  Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc’h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc’hez merc’h Sion? Rak da c’houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?

נ  Nun

14  Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N’o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.

ס  Samek

15  An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C’hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc’h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c’haerder, levenez an douar holl?

פ  Pe

16  Da holl enebourien o deus digoret o genoù a-enep dit. C’hwitellat a reont ha skrignal o dent en ur lavarout: He lonket hon eus! Ya, amañ emañ an deiz a c’hortozemp, erru eo, e welout a reomp!

ע  Ayin

17  An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.

צ  Tsade

18  O c’halon he deus garmet etrezek an Aotrou. Moger merc’h Sion, skuilh daeroù evel ur froud deiz ha noz. Na ro ket ehan dit, ha ra ne ziskuizho ket da ibil-lagad.

ק  Qof

19  Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.

ר  Resh

20  Sell, AOTROU, gwel da biv ec’h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?

ש  Shin

21  An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc’hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c’hleze. Lazhet ec’h eus da zeiz da gounnar, mouget ec’h eus didruez.

ת  Tav

22  A bep tu ec’h eus galvet warnon ar spontoù evel d’un deiz gouel. Da zeiz kounnar an AOTROU den n’en deus tec’het na bevet. Ar re am boa mailhuret ha desavet, an enebour en deus o lonket.

 

Pennad 3

א  Alef

1  Me eo an den en deus gwelet ar glac’har dindan bazh e gounnar.

2  Va renet en deus ha graet din kerzhout en deñvalijenn ha nann er sklêrijenn.

3  A-enep din en deus troet ha distroet e zorn e-pad an deiz.

ב  Bet

4  Gwastet en deus va c’hig ha va c’hroc’hen, friket va eskern.

5  Savet en deus em enep ha va gronnet a c’hwervoni hag a boan.

6  Va lakaet en deus da chom e lec’hioù teñval, evel ar re a zo marv abaoe pell.

ג  Gimel

7  Savet en deus ur voger en-dro din ma ned in ket er-maez, pounneraet en deus va hern.

8  Pa c’harman ha pa c’halvan zoken skoazell, e harz ouzh va fedenn.

9  Serret en deus va hentoù gant mein-ben, distrujet eo va gwenodennoù.

ד  Dalet

10  Un arzh e spi eo bet evidon, ul leon e lec’hioù kuzhet.

11  Distroet en deus va hentoù, roget ac’hanon, va lakaet en glac’har.

12  Stegnet en deus e wareg, ha va lakaet evel ur gwenn evit ar bir.

ה  He

13  Graet en deus da viroù e glaouier mont em lounezhi.

14  Goapaet on bet gant va holl bobl, o c’hanaouenn ez on bet bemdez.

15  Va leuniet en deus a c’hwervoni, va mezviet a huelenn.

ו  Vav

16  Torret en deus din va dent gant grouan, va goloet a ludu.

17  Pellaet ec’h eus ar peoc’h diouzh va ene, ankounac’haet em eus an eurvad.

18  Hag em eus lavaret: Kollet eo va nerzh ha va esperañs en AOTROU.

ז  Zayin

19  Az pez soñj eus va glac’har hag eus va c’hantreadeg; n’int nemet huelenn ha c’hwervoni.

20  Va ene en deus soñj hep paouez, ha dinerzhet eo ennon.

21  Met kement-mañ a eñvorin da’m c’halon, setu perak em bo esperañs:

ח  Het

22  Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n’int ket echuet.

23  En em nevesaat a reont bep mintin, da fealded a zo bras.

24  An AOTROU a zo va lodenn, eme va ene, setu perak em bo esperañs ennañ.

ט  Tet

25  An AOTROU a zo mat evit ar re a zo en gortoz dezhañ, evit an ene a glask anezhañ.

26  Mat eo gortoz didrouz silvidigezh an AOTROU.

27  Mat eo d’an den dougen ar yev e-pad e yaouankiz.

י  Yod

28  Azezet eo e-unan ha sioul, rak karget eo gantañ.

29  Lakaat a ra e c’henoù er poultr, marteze e vo un spi bennak.

30  Kinnig a ra e jod d’an hini a sko warnañ, e walc’h en deus a zismegañs.

כ  Kaf

31  Rak an Aotrou ne zistaol ket da viken.

32  Ma ro glac’har, truez en deus ivez, hervez braster e drugarezioù.

33  N’eo ket a youl vat e ro glac’har pe enkrez da vibien an dud.

ל  Lamed

34  Pa vac’her dindan an treid holl brizonidi ar vro,

35  pa fallaer gwir unan bennak dirak dremm an Uhel-Meurbet,

36  pa reer gaou d’un den en e afer, an Aotrou n’asant ket.

מ  Mem

37  Piv a lavar e c’hoarvezfe un dra hep n’en defe an Aotrou e c’hourc’hemennet?

38  Ar gwalleur hag an eurvad, ha ne zeuont ket eus mouezh an Uhel-Meurbet?

39  Perak e klemmfe an den bev, an den a bec’h?

נ  Nun

40  Klaskomp ha furchomp hon hentoù, ha distroomp d’an AOTROU.

41  Savomp hor c’halonoù hag hon daouarn war-zu Doue a zo en neñvoù.

42  Pec’het hon eus, disent omp bet, ha ne’c’h eus ket pardonet.

ס  Samek

43  Gwisket a gounnar, ec’h eus redet war hol lerc’h, lazhet ec’h eus didruez.

44  Gwisket a c’houmoul, e harzez ouzh ar bedenn.

45  Graet ec’h eus ac’hanomp ur skubien hag un dismegañs e-kreiz ar pobloù.

פ  Pe

46  Hon holl enebourien o deus digoret o genoù a-enep deomp.

47  Ar spont, ar poull, an distruj, an diskar a zo evidomp.

48  Va lagad a deuz e gwazhioù-dour en abeg da ziskar merc’h va fobl.

ע  Ayin

49  Va lagad a ouel dibaouez hag hep ehan,

50  ken na sello an AOTROU ha na welo eus an neñvoù.

51  Va lagad a ro enkrez da’m ene en abeg da holl verc’hed va c’hêr.

צ  Tsade

52  Ar re a zo va enebourien hep abeg o deus va chaseet evel ul labous.

53  Stardet o deus va buhez en ur poull, taolet o deus ur maen warnon.

54  An doureier o deus beret war va fenn; lavaret em eus: Graet eo ac’hanon!

ק  Qof

55  Galvet em eus da anv, AOTROU, eus foñs ar poull.

56  Klevet ec’h eus va mouezh, na guzh ket da skouarn ouzh va huanadoù ha va c’hriadennoù.

57  En deiz ma em eus da c’halvet, tostaet ec’h eus en ur lavarout: Na’z pez ket aon!

ר  Resh

58  Aotrou, breutaet ec’h eus kaoz va ene, dasprenet ec’h eus va buhez.

59  AOTROU, gwelet ec’h eus ar gaou o deus graet din, ro din va gwir.

60  Gwelet ec’h eus o holl veñjañs hag o holl iriennoù a-enep din.

ש  Shin

61  AOTROU, klevet ec’h eus o dismegañs hag o holl iriennoù a-enep din,

62  muzelloù ar re en em sav em enep hag o divizoù em enep a-hed an deiz.

63  Sell pa azezont ha pa savont, o c’hanaouenn ez on.

ת  Tav

64  Reiñ a ri dezho o gopr en-dro, AOTROU, hervez labour o daouarn.

65  Reiñ a ri dezho kaleter ar galon. Da vallozh a vo evito.

66  Red war o lerc’h en da gounnar, o distrujañ a ri a-zindan an neñvoù, AOTROU.

 

Pennad 4

א  Alef

1  Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?

ב  Bet

2  Penaos eo deuet mibien karet Sion, a oa priziet evel aour glan, da vezañ kontet evel listri pri, labour dorn ur poder?

ג  Gimel

3  An aourgon zoken a ginnig o bronn hag a ro da zenañ d’o re vihan. Met merc’h va fobl a zo deuet da vezañ kriz evel struskañvaled ar gouelec’h.

ד  Dalet

4  Teod ar vagadell a zo staget ouzh e staoñ gant ar sec’hed. Ar vugaligoù a c’houlenn bara, ha den ne ro dezho.

ה  He

5  Ar re a zebre meuzioù blizidik a varv er straedoù. Ar re a oa desavet e ruz-moug a vriata an teil.

ו  Vav

6  Direizhder merc’h va fobl a zo brasoc’h eget pec’hed Sodom, a voe diskaret en un taol, hep na vije dorn deuet warni.

ז  Zayin

7  He Nazereiz a oa glanoc’h eget erc’h, gwennoc’h eget laezh, o liv a oa ruzoc’h eget koural, o c’haerder a oa hini ur safir.

ח  Het

8  O neuz a zo teñvaloc’h eget an du, n’o anavezer ket er straedoù, o c’hroc’hen a zo staget ouzh o eskern, deuet eo da vezañ sec’h evel koad.

ט  Tet

9  Ar re a zo lazhet dre ar c’hleze a zo eürusoc’h eget ar re lazhet gant an naonegezh, hag a zo drastet tamm-ha-tamm, skuizhet dre ziouer a frouezh er parkeier.

י  Yod

10  Daouarn tener ar maouezed o deus poazhet o bugale, a zo deuet boued dezho, e-kreiz diskar merc’h va fobl.

כ  Kaf

11  An AOTROU en deus sevenet e fulor, stlabezet e gounnar entanet, hag enaouet e Sion un tan en deus lonket he diazezoù.

ל  Lamed

12  Rouaned an douar n’o dije kredet, nag hini eus tud ar bed, e teuje an argader hag an enebour e dorojoù Jeruzalem.

מ  Mem

13  En abeg da bec’hedoù he frofeded ha da zireizhder hec’h aberzhourien, o deus skuilhet en he c’hreiz gwad ar re reizh.

נ  Nun

14  Kerzhout a raent evel dalled dre ar straedoù, saotret a wad, kement na c’helled ket stekiñ ouzh o dilhad.

ס  Samek

15  Youc’hal a raed dezho: En em dennit! Dic’hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec’h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N’o devo ken chomlec’h ebet.

פ  Pe

16  Dremm an AOTROU he deus o stlabezet, ne sello ken outo. N’o deus ket doujet an aberzhourien, n’o deus ket bet truez ouzh ar re gozh.

ע  Ayin

17  Semplaet o deus hon daoulagad en gortoz aner eus ur skoazell. Eus hon tourioù hon eus sellet etrezek ur bobl na c’helle ket hor saveteiñ.

צ  Tsade

18  Spiet e oa hor c’hammedoù evit mirout ouzhimp a gerzhout war hol lec’hioù. Tost e oa hon diwezh ha sevenet hon deizioù, ya, deuet eo hon diwezh.

ק  Qof

19  Hon heskinerien a oa skañvoc’h eget erered an neñvoù, redet o deus war hol lerc’h war ar menezioù, ha stegnet o deus pechoù deomp er gouelec’h.

ר  Resh

20  C’hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.

ש  Shin

21  Tridal a ri hag e laouenai, merc’h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi

ת  Tav

22  Merc’h Sion, poan da zireizhder a zo echu, ne’z kaso ken en harlu. Merc’h Edom, kastizañ a raio da zireizhder, hag e tizoloio da bec’hedoù.

 

Pennad 5

1  Az pez soñj, AOTROU, eus ar pezh a zo erruet ganeomp, sell ha gwel hon dismegañs.

2  Hon hêrezh a zo tremenet da ziavaezidi, hag hon tiez da dud estren.

3  Deuet omp da vezañ emzivaded hep tad, hag hor mammoù a zo evel intañvezed.

4  Evet hon eus hon dour a briz arc’hant, ha da baeañ hon eus evit ma teu deomp hor c’hoad.

5  Heskinet omp, ar yev war hor gouzoug. Faezh ez omp ha n’hon eus diskuizh ebet.

6  Astennet hon eus hon dorn war-zu Ejipt hag Asiria, evit kaout hor gwalc’h a vara.

7  Hon tadoù o deus pec’het ha n’emaint ken, ha ni hon eus douget o direizhder.

8  Sklaved a ren warnomp, ha den ne zieub ac’hanomp eus o daouarn.

9  Klask a reomp hor bara war var hor buhez, en abeg da gleze ar gouelec’h.

10  Hor c’hroc’hen a zo tomm-grizias evel ur forn, en abeg da daerder an naon.

11  Gwallet o deus ar maouezed e Sion hag ar gwerc’hezed e kêrioù Juda.

12  Pennoù a zo bet kroget dre o daouarn, dremm an henaourien n’eo ket bet doujet.

13  An dud yaouank o deus douget ar maen-milin, ar vugale o deus brañsellet dindan sammoù koad.

14  An henaourien n’emaint ken ouzh an dorojoù, an dud yaouank ouzh o sonerezh.

15  Levenez hor c’halon a zo paouezet, hon dañs a zo troet e kañv.

16  Kurunenn hor penn a zo kouezhet. Gwalleur deomp, rak pec’het hon eus.

17  En abeg da-se eo klañv hor c’halon, en abeg da-se eo teñvalaet hon daoulagad,

18  en abeg da venez Sion hag a zo glac’haret, ken e pourmen al lern warnañ.

19  Met te, AOTROU, te a chomo da viken, ha da dron a bado a oad da oad.

20  Perak ec’h ankounac’hafes ac’hanomp da viken? Perak e tilezfes ac’hanomp ken pell?

21  Gra deomp distreiñ ouzhit, AOTROU, hag e tistroimp! Adnevez hon deizioù evel ma oant gwechall.

22  Hag hon taolet kuit ez pefe da viken? Ha fuloret e vefes a-enep deomp dreist?

Publicités