26 Ezekiel

LEVR AR PROFED EZEKIEL

 

Pennad 1

1  D’an tregontvet bloaz, d’ar pevare miz, d’ar pempvet eus ar miz, pa en em gaven e-touez ar re zalc’het tost da stêr Kebar, e tigoras an neñvoù hag e welis gweledigezhioù a-berzh Doue.

2  D’ar pempvet eus ar miz, d’ar pempvet bloaz eus dalc’hidigezh ar roue Jojakin,

3  komz an AOTROU a voe disklêriet da Ezekiel an aberzhour, mab Buzi, e bro ar Galdeiz, tost da stêr Kebar. Eno e voe dorn an AOTROU warnañ.

4  Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.

5  Er c’hreiz c’hoazh e veze gwelet evel pevar bev, ha setu o neuz: bez’ o doa un heñveledigezh den.

6  Pep hini anezho en doa peder dremm, ha pep hini en doa peder askell.

7  O zreid a oa treid eeun, ha sol o zreid a oa evel sol troad ul leue; hag e lugernent evel liv arem lufret.

8  Daouarn den a zeue a-zindan o eskell ouzh o fevar c’hostez, hag o fevar holl o doa o dremmoù hag o eskell.

9  O eskell a oa stag an eil ouzh eben. Pa gerzhent ne droent ket, met pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhañ.

10  Ha setu stumm o dremmoù: o fevar holl o doa dremm un den ha dremm ul leon a-zehou, o fevar o doa dremm un ejen a-gleiz, hag o fevar o doa dremm un erer.

11  O dremmoù hag o eskell a oa distag da grec’h, pep hini en doa div askell unanet an eil d’eben, ha div a c’holoe o c’horfoù.

12  Pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhañ; mont a raent e-lec’h ma vounte ar Spered anezho, ne droent ket pa gerzhent.

13  Ha setu stumm ar bevien: heñvel ouzh glaou tan gwrezus e oant, heñvel ouzh etivi-goulaouiñ, hag an tan a rede etre ar bevien gant ur splannder skedus, ha luc’hed a zeue dioutañ.

14  Ar bevien a yae hag a zeue gant neuz ar c’hurun.

15  E-pad ma sellen ouzh ar bevien, setu ma oa ur rod war an douar e-kichen ar bevien, dirak o feder dremm.

16  Neuz ar rodoù, o doare, a oa heñvel ouzh krizolit, d’o feder an hevelep stumm. O neuz hag o doare a oa evel ma vije bet ur rod e-kreiz ur rod all.

17  En ur gerzhout ez aent ouzh o fevar c’hostez, ha ne droent ket pa gerzhent.

18  Kammedoù ken uhel o doa, ken spontus. O c’hammedoù a oa leun a lagadoù tro-dro, o fevar.

19  Pa gerzhe ar bevien, ar rodoù a gerzhe en o c’hichen; pa save ar bevien diwar an douar, ar rodoù a save ganto.

20  Mont a raent e-lec’h ma vounte ar Spered anezho, d’al lec’h ma vounte ar Spered, hag ar rodoù a save ganto, rak spered ar bevien a oa er rodoù.

21  Pa’z aent, ez aent; pa baouezent, e paouezent; pa savent diwar an douar, e savent ar rodoù ganto, rak spered ar bevien a oa er rodoù.

22  Hag a-us da bennoù ar bevien e oa ur stumm evel un astennidigezh, heñvel ouzh liv strink lugernus oc’h en em astenn war-c’horre dreist o fennoù.

23  O eskell a oa eeun dindan an astennidigezh, an eil a-enep d’eben. Bez’ e oa da bep hini div askell da c’holeiñ un tu, ha div da c’holeiñ an tu all eus e gorf.

24  Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar vouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C’halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhañ.

25  Pa baouezent, e veze ur vouezh o tont eus an astennidigezh a oa dreist o fennoù, pa lezent o eskell da gouezhañ.

26  A-us d’an astennidigezh a oa dreist o fennoù, e oa ur stumm evel un tron, heñvel ouzh ur maen safir, ha war stumm an tron e oa ur stumm evel doare un den, ouzh krec’h.

27  Hag e welis evel liv arem lufret, evel doare an tan tro-dro dezhañ. Adalek stumm e zivgroazell betek krec’h hag adalek stumm e zivgroazell betek traoñ, e welis evel doare an tan, hag e oa ur gouloù o skediñ a bep tu.

28  Doare ar gouloù a skede a bep tu a oa heñvel ouzh doare ar wareg a zo er goabrenn un devezh a c’hlav. Doare stumm gloar an AOTROU e oa. Pa welis, e kouezhis war va dremm, hag e klevis ur vouezh o komz.

 

Pennad 2

1  Hag e voe lavaret din: Mab an den, en em zalc’h war da dreid, ha me a gomzo ouzhit.

2  Adal m’en doe komzet ouzhin, ar Spered a zeuas ennon hag a reas din en em zerc’hel war va zreid, hag e klevis an hini a gomze ouzhin.

3  Hag e lavaras din: Mab an den, kas a ran ac’hanout etrezek mibien Israel, etrezek ur vroad disent a zo en em savet em enep. Int hag o zadoù o deus pec’het em enep betek hiziv zoken.

4  Mibien faeüs a zremm ha kaledet a galon ez int. Kas a ran ac’hanout daveto, hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.

5  Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.

6  Met te, mab an den, na’z pez ket aon dirazo, na’z pez ket aon dirak o c’homzoù, petra bennak ma’z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c’hruged. Na’z pez ket aon dirak o c’homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma’z int un ti disent.

7  Disklêriañ a ri va c’homzoù, pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int.

8  Met te, mab an den, selaou ar pezh a lavaran dit, na vez ket disent evel an ti disent-mañ. Digor da c’henoù ha debr ar pezh a roan dit.

9  Neuze e sellis, ha setu un dorn a oa astennet etrezek ennon o terc’hel ur roll-levr.

10  Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.

 

Pennad 3

1  Hag e lavaras din: Mab an den, debr ar pezh a gavez, debr ar roll-mañ, ha kae da gomz ouzh ti Israel.

2  Hag e tigoris va genoù, hag e reas din debriñ ar roll-se.

3  Hag e lavaras din: Mab an den, laka da gof da zebriñ ha leugn da vouzelloù gant ar roll-mañ a roan dit. Hag e tebris anezhañ, hag e voe dous da’m genoù evel mel.

4  Hag e lavaras din: Mab an den, kae etrezek ti Israel, ha disklêr dezho va c’homzoù.

5  Rak n’eo ket etrezek ur bobl deñval he yezh pe estren he zeod ez out kaset, met etrezek ti Israel,

6  n’eo ket etrezek pobloù niverus teñval o yezh pe estren o zeod, na gomprenez ket o c’homzoù. Ar re-se, a-dra-sur, a selaoufe ac’hanout, ma em bije da gaset etrezek enno.

7  Met ti Israel ne fello ket dezhañ da selaou, rak ne fell ket dezhañ va selaou; rak holl di Israel a zo faeüs a zremm ha kaledet a galon.

8  Setu, kaletaet em eus da zremm a-enep o dremmoù, ha kaletaet em eus da dal a-enep o zalioù.

9  Lakaet em eus da dal heñvel ouzh diamant, kaletoc’h eget ar roc’h. Na’z pez ket aon dirazo, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma’z int un ti disent.

10  Hag e lavaras din: Mab an den, degemer en da galon ha selaou gant da zivskouarn an holl gomzoù a lavarin dit.

11  Kae, kae etrezek ar re zalc’het, etrezek mibien da bobl, komz outo, ha pe e selaouint, pe ne raint ket, e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.

12  Ar Spered a savas ac’hanon, hag e klevis a-dreñv din trouz un hast bras: Benniget ra vo gloar an AOTROU, eus e chomlec’h!

13  Hag e klevis trouz eskell ar bevien o skeiñ an eil gant eben, ha trouz ar rodoù en o c’hichen, ha trouz un hast bras.

14  Ar Spered am savas hag am dezougas, hag ez aen kuit c’hwerv, gant fulor em spered. Met dorn an AOTROU a oa gant galloud warnon.

15  Dont a ris neuze da re zalc’het e Tel-Abib, d’ar re a oa o chom tost da stêr Kebar, hag e chomis d’al lec’h ma choment, hag e chomis eno en o zouez, souezhet bras, e-pad seizh devezh.

16  A-benn seizh deiz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

17  Mab an den, lakaet em eus ac’hanout da c’hedour war di Israel. Selaou a ri komz va genoù, hag e kemenni anezho eus va ferzh.

18  Pa lavarin d’an hini drouk: Mervel a ri! Ma ne gemennez ket anezhañ, ma ne gomzez ket ouzh an hini drouk, evit e aliañ da zistreiñ eus e hent fall evit saveteiñ e vuhez, an den drouk-se a varvo en e zireizhder, met me a c’houlenno e wad eus da zorn.

19  Met mar kemennez an hini drouk, ha ma ne zistro ket eus e zrougiezh hag eus e hent fall, e varvo en e zireizhder, met te a saveteo da ene.

20  Ha mar distro an hini reizh diwar e reizhder ha ma ra an droug, e lakain ur maen-kouezh dirazañ hag e varvo. Dre ma na’z po ket e gemennet, e varvo en e bec’hed ha ne vo ket meneget e zireizhder en doa graet, ha me a c’houlenno e wad eus da zorn.

21  Met mar kemennez an hini reizh evit na bec’ho ket, ha ma ne bec’h ket, a-dra-sur e vevo dre ma ec’h eus e gemennet, ha te a saveteo da ene.

22  Dorn an AOTROU a voe eno warnon, hag e lavaras din: Sav, kae d’ar blaenenn, hag eno e komzin ouzhit.

23  Sevel a ris hag ez is d’ar blaenenn, ha setu gloar an AOTROU en em zalc’has eno, evel m’em boa e welet tost da stêr Kebar. Hag e kouezhis war va dremm.

24  Ar Spered a zeuas ennon hag a reas din en em zerc’hel war va zreid. Hag e lavaras din: Kae, hag en em serr e-barzh da di.

25  Mab an den, setu ma vo lakaet warnout kerdin, hag e vi ereet ganto, ha ne c’helli ket mont er-maez en o zouez.

26  Stagañ a rin da deod ouzh da staon, hag e vi mut, ha ne c’helli ket o repren, rak un ti disent ez int.

27  Met pa gomzin ouzhit, e tigerin da c’henoù, evit ma lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU. Ra selaouo an hini a fello dezhañ selaou, ra ne selaouo ket an hini na fello ket dezhañ henn ober, rak un ti disent ez int.

 

Pennad 4

1  Ha te, mab an den, kemer ur vrikenn, laka anezhi dirazout, ha tres warni ur gêr, Jeruzalem.

2  Neuze e lakai ar seziz warni, hag e ri kreñvlec’hioù a-enep dezhi, hag e savi tosennoù a-enep dezhi, hag e lakai ur c’hamp en-dro dezhi, ha tourterezioù tro-dro.

3  Kemer ivez ur blakenn-houarn, a lakai evel ur voger-houarn etrezout hag ar gêr. Hag e troi da zremm a-enep dezhi, hag e vo evel sezizet, hag e arsailhi anezhi. Kement-se a vo un arouez evit ti Israel.

4  Goude e c’hourvezi war da du kleiz, hag e lakai warnañ direizhder ti Israel. Dougen a ri o direizhder kement a zeizioù ha ma vi gourvezet warnañ.

5  Hag e kontin dit un niver a zeizioù kevatal da hini bloavezhioù o direizhder, e-pad tri c’hant dek deiz ha pevar-ugent e tougi direizhder ti Israel.

6  Pa ez po peursevenet an deizioù-se, e c’hourvezi ar wech-mañ war da du dehou, hag e tougi direizhder ti Juda e-pad daou-ugent devezh, un devezh evit ur bloavezh, rak kontañ a ran dit un devezh evit ur bloavezh.

7  Hag e troi da zremm a-enep Jeruzalem sezizet, da vrec’h a vo dizoloet, hag e profedi a-enep dezhi.

8  Setu e lakaan ereoù warnout, ha ne droi ket eus un tu war egile betek ma ez po peursevenet deizioù da seziz.

9  Kemer a ri ivez gwinizh, heiz, fav, fer, mell ha yell, hag o lakai en ur pod, hag e ri ganto evidout bara, hervez niver a zeizioù e c’hourvezo war da du; debriñ a ri dioutañ e-pad tri c’hant dek devezh ha pevar-ugent.

10  Ar boued a zebri a vo eus pouez ugent sikl (~ 200 g) bemdez; debriñ a ri gwech ha gwech all.

11  Dour a evi dre vuzul, ur c’hwec’hvedenn a hin (~ 1 l); evañ a ri gwech ha gwech all.

12  Debriñ a ri ivez gwestell heiz, a boazhi war deil kaoc’h tud, dirak o daoulagad.

13  Hag an AOTROU a lavaras: Evel-se e tebro mibien Israel o bara dic’hlan e-touez ar broadoù am bo o c’haset en o zouez.

14  Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n’eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek bremañ ne’m eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic’hlan ebet n’eo aet em genoù.

15  Hag e lavaras din: Setu e roan dit kaoc’h ejen e-lec’h kaoc’h tud, ha war gement-se e ri da vara.

16  Hag e lavaras din: Mab an den, setu, ez an da derriñ bazh ar bara e Jeruzalem. Debriñ a raint bara dre bouez hag er glac’har, evañ a raint dour dre vuzul hag er spouron,

17  dre ma vanko dezho bara ha dour, hag e vint souezhet gant an eil ha gant egile, o koazhañ en abeg d’o direizhder.

 

Pennad 5

1  Ha te, mab an den, kemer ur c’hleze lemm, ha kemer ivez un aotenn varver a dremeni war da benn ha war da varv. Hag e kemeri ur valañs da bouezañ, hag e lodenni ar pezh az po troc’het.

2  Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c’hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c’hleze war o lerc’h.

3  Koulskoude e kemeri un nebeudig anezho, a lakai e pleg da vantell.

4  Hag eus ar re-se c’hoazh e kemeri darn a daoli e-kreiz an tan hag a zevi en tan. Ac’hane e teuio un tan a-enep holl di Israel.

5  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ar Jeruzalem-mañ am boa lakaet e-kreiz ar broadoù hag ar broioù a zo en-dro dezhi.

6  Troet he deus va barnedigezhioù da fallagriezh muioc’h eget ar broadoù, ha va reolennoù muioc’h eget ar broioù a zo en-dro dezhi, rak disprizet o deus va barnedigezhioù ha n’o deus ket kerzhet hervez va reolennoù.

7  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma’z oc’h en em ziskouezet disentoc’h eget ar broadoù a zo en-dro deoc’h, ma n’hoc’h eus ket kerzhet hervez va reolennoù na miret va barnedigezhioù, ma n’hoc’h eus ket zoken miret barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc’h,

8  en abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e rin va-unan va barnedigezhioù en da greiz, dirak daoulagad ar broadoù.

9  En abeg da’z holl euzhusterioù, me a raio dit ar pezh na’m boa ket c’hoazh graet ha na rin biken ken.

10  Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d’an holl avelioù.

11  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ec’h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n’esperno ket ac’hanout, hag e vin didruez.

12  Un drederenn ac’hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c’hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d’an holl avelioù, hag e tennin ar c’hleze war o lerc’h.

13  Sevenet e vo va c’hounnar, hag e paouezo va fulor warno, hag em bo keuz. Pa em bo sevenet va fulor a-enep dezho, e ouezint penaos me an AOTROU am eus komzet em gwarizi.

14  Ober a rin ac’hanout un distruj, un dismegañs e-touez ar broadoù a zo en-dro dit, dirak daoulagad an holl dremenidi.

15  Bez’ e vi un dismegañs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoù a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioù a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoù fuloret. Me an AOTROU am eus komzet.

16  Pa daolin a-enep dezho biroù marvus an naonegezh evit ho tiskar hag a gasin d’ho tistrujañ, e kreskin an naonegezh warnoc’h, hag e terrin evidoc’h bazh ar bara.

17  Kas a rin a-enep deoc’h an naonegezh hag al loened fall, a lamo diganit da vugale. Ar vosenn hag ar gwad a dremeno dre da douez, hag e lakain ar c’hleze da zont warnout. Me an AOTROU am eus komzet.

 

Pennad 6

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh menezioù Israel, hag e profedi a-enep dezho.

3  Lavar: Menezioù Israel, selaouit komz an Aotrou AOTROU. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d’ar menezioù ha d’ar c’hrec’hiennoù, d’ar stêrioù ha d’an traoniennoù: Setu-me amañ, hag e lakain ar c’hleze da zont warnout, hag e tistrujin hoc’h uhellec’hioù.

4  Hoc’h aoterioù a vo diskaret, ho peulioù-heol a vo bruzunet, hag e lakain da gouezhañ ho lazhidi dirak hoc’h idoloù.

5  Lakaat a rin korfoù marv mibien Israel dirak o idoloù, hag e stlabezin hoc’h eskern en-dro d’hoc’h aoterioù.

6  El lec’h m’emaoc’h o chom, ho kêrioù a vo gwastet, an uhellec’hioù a zeuio da vezañ distro, en doare ma vo gwastet ha diskaret hoc’h aoterioù, bruzunet ha distrujet hoc’h idoloù, lakaet a-dammoù ho peulioù-heol, kaset da netra hoc’h oberennoù.

7  Al lazhidi a gouezho en ho touez, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

8  Koulskoude e lezin un nemorant ac’hanoc’h, a dec’ho dirak ar c’hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.

9  Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac’hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc’het enno, dre ma em bo rannet o c’halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc’h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d’an droug o devo graet hag en abeg d’o holl euzhusterioù.

10  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, ha n’eo ket en aner am eus gourdrouzet anezho eus an holl boanioù-se.

11  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Sko gant da zorn, sko gant da droad, ha lavar: Siwazh, evit an holl euzhusterioù fall ti Israel! Rak dre ar c’hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn e kouezhint.

12  An hini a vo pell a varvo dre ar vosenn, an hini a vo tost a gouezho dre ar c’hleze, an hini a vo manet hag a vo sezizet a varvo dre an naonegezh. Evel-se e vo sevenet va c’hounnar a-enep dezho.

13  Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d’o aoterioù, war bep krec’hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c’hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec’h ma kinnigent c’hwezh-vat d’o holl idoloù.

14  Astenn a rin va dorn warno, hag e lakain ar vro da vezañ gwastet, krinoc’h eget gouelec’h Dibla, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 7

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Ha te, mab an den, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh bro Israel: An diwezh! An diwezh a zeu war bevar c’horn ar vro!

3  Bremañ emañ an diwezh warnout, hag e kasin va c’hounnar a-enep dit, hag e varnin ac’hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.

4  Va lagad n’esperno ket ac’hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, ha da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

5  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ur gwalleur, ur gwalleur nemetañ! Setu, dont a ra!

6  An diwezh a zeu, an diwezh a zeu! Dihunet eo a-enep dit! Setu, dont a ra!

7  Da dro a zo deuet, annezad ar vro! Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta, deiz a spouron, ha ne vo kriadenn ebet war ar menezioù.

8  Bremañ emaon o vont da skuilhañ va fulor warnout ha da deurel va c’hounnar a-enep dit, hag e varnin ac’hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.

9  Va lagad n’esperno ket ac’hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU a sko.

10  Setu an deiz! Setu, dont a ra! Da dro a zo deuet, bleuniet eo ar wialenn! Dispaket eo al lorc’hentez!

11  Ar feulster a sav evit dont da vezañ gwialenn an drougiezh, ne vano netra anezho, nag eus o engroez, nag eus o safar, ha den ne hirvoudo warno.

12  Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta! Ra ne vo ket laouen ar prener, ra ne vo ket glac’haret ar gwerzher, rak ez eus fulor a-enep o holl engroez.

13  Rak ar gwezher ne zistroio ket d’ar pezh en devo gwerzhet, ha pa vefe bev zoken, rak ar weledigezh diwar-benn o holl engroez ne vo ket torret, ha den n’en em greñvaio e direizhder e vuhez.

14  Seniñ a ra an drompilh ha pep tra a zo prest, met den ne gerzh d’an emgann, rak emañ va c’hounnar war o holl engroez.

15  Ar c’hleze en diavaez, ar vosenn hag an naonegezh en diabarzh! An hini a vo er parkeier a varvo dre ar c’hleze, an hini a vo e kêr a vo debret gant an naonegezh hag ar vosenn.

16  Ar re a zo en em dennet a dec’ho, hag e vint heñvel ouzh koulmed an traoniennoù war ar menezioù, an holl o huanadiñ, pep hini evit e zireizhder.

17  An holl zornioù a vo dinerzh, an holl c’hlinoù a deuzo da zour.

18  En em c’hourizañ a raint gant seier, ar spouron o goloio, ar vezh a vo war o holl zremmoù, o holl bennoù a vo touzet.

19  Teurel a raint o arc’hant er straedoù, o aour a vo un heug dezho. Nag o arc’hant nag o aour ne c’hellint o dieubiñ da zeiz kounnar bras an AOTROU. Ne roint ket o gwalc’h d’o eneoù, ne leugnint ket o bouzelloù, rak o direizhder a zeu da vezañ ur maen-kouezh evito.

20  Lorc’hus e oant eus o c’hinklerezh kaer, met graet o deus gantañ skeudennoù eus o euzhusterioù hag eus o zraoù kasonius. Setu perak em eus graet anezhañ un heug dezho.

21  E reiñ a rin evel preizh da zaouarn an diavaezidi, hag evel diwisk da re zrouk an douar, a saotro anezhañ.

22  Hag e tistroin va dremm diouto, hag e vo saotret va lec’h kuzhet; tud taer a zeuio ennañ hag en saotro.

23  Kempenn chadennoù! Rak ar vro a zo leun a dorfedoù, ha kêr a zo leun a feulster.

24  Me a lakaio da zont an droukañ eus ar broadoù, hag e tiberc’hennint o ziez, hag e lakain da baouez lorc’h ar re c’halloudek, hag e vo saotret o lec’hioù santel.

25  An distruj a zeu! Klask a raint ar peoc’h, met ne vo ket.

26  Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c’huzul gant an henaourien.

27  Ar roue a zougo kañvoù, ar priñs a wisko dic’hoanag, daouarn pobl ar vro a greno. Ober a rin dezho hervez o hentoù, hag o barnin hervez o barnedigezhioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 8

1  D’ar c’hwec’hvet bloaz, d’ar c’hwec’hvet miz, d’ar pempvet eus ar miz, evel ma oan azezet em zi ha ma oa henaourien Juda azezet dirazon, e kouezhas warnon dorn an Aotrou AOTROU.

2  Neuze e sellis, ha setu e veze gwelet evel ur stumm tan; adalek stumm e zivgroazell betek traoñ e oa tan. Adalek e zivgroazell betek krec’h e oa ur stumm gouloù o skediñ evel liv arem lufret.

3  Hag ec’h astennas doare un dorn, a grogas ennon dre vlev va fenn. Ar Spered am savas etre an douar hag an neñv hag am degasas da Jeruzalem e gweledigezhioù doueel, ouzh toull dor an diabarzh troet etrezek an hanternoz, e-lec’h ma en em gave idol ar warizi, a atiz gwarizi.

4  Ha setu, gloar Doue Israel a oa eno, evel m’em boa e welet e gweledigezh en draonienn.

5  Hag e lavaras din: Mab an den, sav da zaoulagad etrezek hent an hanternoz. Neuze e savis va daoulagad etrezek hent an hanternoz, ha setu, etrezek an hanternoz, ouzh dor an aoter, en digor, e oa idol ar warizi-mañ.

6  Hag e lavaras din: Mab an den, hag e welez ar pezh a ra an dud-se hag an euzhusterioù bras a ra amañ ti Israel, evit pellaat ac’hanon diouzh va santual? Met tro, hag e weli c’hoazh euzhusterioù brasoc’h.

7  Degas a reas ac’hanon da zigor al leurenn; hag e sellis, ha setu, e oa un toull er voger.

8  Hag e lavaras din: Mab an den, treuz ar voger. Hag e treuzis ar voger, ha setu, e oa un nor.

9  Hag e lavaras din: Kae e-barzh, ha gwel an euzhusterioù fallakr a reont amañ.

10  Mont a ris eta hag e sellis, ha setu ma oa a bep seurt stlejviled ha loened euzhus hag idoloù ti Israel livet war ar voger tro-dro.

11  Bez’ e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc’hent en o sav dirazo, pep hini un ezañsouer en e zorn, a-belec’h e save ur goabrenn deñval a ezañs.

12  Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec’h eus gwelet ar pezh a ra henaourien ti Israel en deñvalijenn, pep hini en e gambr skeudennoù? Rak lavarout a reont: An AOTROU ne wel ket ac’hanomp, an AOTROU en deus dilezet ar vro.

13  Hag e lavaras din: Met tro, hag e weli c’hoazh euzhusterioù brasoc’h a reont.

14  Degas a reas ac’hanon da zigor dor ti an AOTROU troet etrezek an hanternoz. Ha setu ma oa aze maouezed o ouelañ Tammuz.

15  Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec’h eus gwelet? Met tro, hag e weli c’hoazh euzhusterioù brasoc’h.

16  Hag e tegasas ac’hanon da leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, ha setu, e digor templ an AOTROU, etre ar porched hag an aoter, e oa war-dro pemp den warn-ugent o treiñ o c’hein da dempl an AOTROU, o dremm etrezek ar sav-heol, o stouiñ dirak an heol etrezek ar sav-heol.

17  Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec’h eus gwelet? Ha re nebeut eo evit ti Juda ober an traoù euzhus a reont amañ? Rak leuniet o deus ar vro gant feulster hag atizet o deus va c’hounnar. Ha setu, e tostaont ur skourrig ouzh o fri.

18  Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n’esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da’m divskouarn, ne selaouin ket outo.

 

Pennad 9

1  Hag e krias a vouezh uhel da’m divskouarn o lavarout: Tostait kastizerien kêr, pep hini gant e venveg-distrujañ en e zorn.

2  Setu c’hwec’h den a zeuas dre hent an nor uhelañ troet etrezek an hanternoz, pep hini gant e venveg-distrujañ en e zorn. En o zouez e oa un den gwisket gant lin, o tougen ur pod-liv skriver en e c’houriz. Mont a rejont e-barzh hag en em zalc’hjont e-kichen an aoter arem.

3  Neuze gloar Doue Israel a savas dreist ar cherubin ma oa warnañ, etrezek treuzoù an ti. Hag e c’halvas an den gwisket gant lin, an hini a zouge ur pod-liv skriver en e c’houriz.

4  An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d’an holl euzhusterioù a vez graet en he c’hreiz.

5  Hag e lavaras d’ar re all, en doare ma klevjen: Tremenit dre gêr war e lerc’h, ha skoit! Ra n’esperno ket ho lagad, ha ra viot didruez.

6  Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc’hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.

7  Hag e lavaras dezho: Saotrit an ti, leugnit al leurenn gant an dud lazhet. Kit er-maez! Hag ez ejont er-maez hag e skojont e kêr.

8  Evel ma skoent ha ma chomen c’hoazh eno, e kouezhis war va dremm hag e kriis o lavarout: A! AOTROU Aotrou! Ha fellout a ra dit distrujañ holl nemorant Israel, en ur skuilhañ da fulor war Jeruzalem?

9  Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak lavarout a reont: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.

10  Ha me ivez, va lagad n’esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.

11  Ha setu, an den gwisket gant lin hag a zouge ur pod-liv en e c’houriz a gontas ar pezh a oa bet graet o lavarout: Graet em eus evel ma ez poa gourc’hemennet din.

 

Pennad 10

1  Sellout a raen, ha setu en astennidigezh a oa dreist penn ar cherubined, en em ziskouezas un neuz heñvel ouzh un tron, evel ur maen safir a-us dezho.

2  Hag e komzas ouzh an den gwisket gant lin o lavarout: Kae etre ar rodoù dindan ar cherubined, leugn da zaouarn a c’hlaou-bev a gemeri etre ar cherubined, hag e skuilhi anezho war gêr. Hag ez eas dirak va daoulagad.

3  Ar cherubined en em zalc’he a-zehou d’an ti pa’z eas an den e-barzh, hag ar goabrenn a leunias leurenn an diabarzh.

4  Neuze gloar an AOTROU a savas dreist ar cherubined, etrezek treuzoù an ti; hag an ti a voe leuniet gant ar goabrenn, e-pad ma voe al leurenn leuniet gant sked gloar an AOTROU.

5  Hag e veze klevet trouz eskell ar cherubined betek leurenn an diavaez, heñvel ouzh mouezh an Doue holl-c’halloudek pa gomz.

6  Setu, p’en doe roet an urzh-mañ d’an den gwisket gant lin en ur lavarout: Kemer tan etre ar rodoù dindan ar cherubined, eñ a yeas d’en em zerc’hel e-kichen ar rodoù;

7  unan eus ar cherubined a astennas e zorn etre ar cherubined, war-zu an tan a oa etre ar cherubined; kemer a reas dioutañ hag en lakaas e daouarn an den gwisket gant lin. Hag hemañ en em dennas goude bezañ e zegemeret.

8  Hag e voe gwelet doare un dorn den dindan eskell ar cherubined.

9  Sellout a raen, ha setu ma oa peder rod e-kichen ar cherubined, ur rod e-kichen pep cherubin, ha neuz ar rodoù a oa evel liv ur maen krizolit.

10  O-feder holl o doa an hevelep neuz, pep rod a seblante treuziñ dre he c’hreiz ur rod all.

11  En ur vont ez aent war o fevar zu. Ne droent ket en ur vont, met heuliañ a raent an tu ma oa troet ar penn. Ne droent ket en ur vont.

12  Holl gorf ar cherubined, o c’hein, o daouarn, o eskell, evel ar rodoù, a oa goloet a lagadoù tro-dro, rodoù pep hini ar pevar.

13  Ar rodoù, a glevis a oa anvet: Troiata.

14  Pep hini en doa peder dremm: an dremm gentañ, dremm ur cherubin; an eil dremm, dremm un den; an deirvet, dremm ul leon; ar bedervet, dremm un erer.

15  Ar cherubined a savas; bez’ e oant ar bevien am boa gwelet tost da stêr Kebar.

16  Pa’z ae ar cherubined, ar rodoù a yae en o c’hichen, pa zisplege ar cherubined o eskell evit sevel diwar an douar, ar rodoù ivez ne zistroent ket diouzh o c’hichen.

17  Pa arsavent, ec’h arsavent, pa savent, ec’h uhelaent, rak spered ar bevien a oa enno.

18  Ha gloar an AOTROU en em dennas diwar dreuzoù an ti, hag en em zalc’has war ar cherubined.

19  Ar cherubined a zisplegas o eskell hag a savas eus an douar dirak va daoulagad; pa’z ejont kuit, ar rodoù a oa en o c’hichen. Chom a rejont en o sav ouzh toull dor ti an AOTROU troet etrezek ar sav-heol, ha gloar Doue Israel a oa warno, en nec’h.

20  Bez’ e oant ar bevien am boa gwelet dindan Doue Israel tost da stêr Kebar, hag em boa anavezet e oant cherubined.

21  Pep hini en doa peder dremm ha peder askell, ha dindan o eskell e oa doare daouarn un den.

22  Doare o dremmoù a oa hini an dremmoù am boa gwelet tost da stêr Kebar, an hevelep stumm o doa. Pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhañ.

 

Pennad 11

1  Ar Spered a savas ac’hanon hag a zegasas ac’hanon da zor ar sav-heol eus ti an AOTROU, d’an hini troet etrezek ar sav-heol. Ha setu ouzh toull an nor, e oa pemp den warn-ugent, hag en o zouez e welis Jaazania mab Azur ha Pelatia mab Benaja, pennoù ar bobl.

2  Hag e lavaras din: Mab an den, setu aze an dud o deus soñjoù drouk hag a ro kuzulioù fall er gêr-mañ,

3  o lavarout: N’eo ket an eur da sevel tiez; houmañ eo ar gaoter, ha ni eo ar c’hig.

4  Setu perak e profedi a-enep dezho, ya profediñ a ri mab an den.

5  Spered an AOTROU a gouezhas warnon hag a lavaras din: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se hoc’h eus komzet, ti Israel, hag ar pezh a zeu d’ho spered a anavezan.

6  Liesaet hoc’h eus ho muntridi er gêr-mañ, leuniet hoc’h eus he straedoù a gorfoù marv.

7  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ho muntridi hoc’h eus astennet en he c’hreiz eo ar c’hig, hag hi eo ar gaoter. Met c’hwi, lakaet e viot da vont e-maez eus he c’hreiz.

8  Aon hoc’h eus rak ar c’hleze, ha me a lakaio ar c’hleze da zont warnoc’h, eme an Aotrou AOTROU.

9  Lakaet e viot da vont e-maez eus he c’hreiz, ho lakain etre daouarn diavaezidi, hag e rin va barnedigezhioù a-enep deoc’h.

10  Kouezhañ a reot dre ar c’hleze, barn a rin ac’hanoc’h war harzoù Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

11  Hi ne vo ket evidoc’h ar gaoter, ha ne viot ket enni ar c’hig, war harzoù Israel eo e varnin ac’hanoc’h.

12  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, rak n’hoc’h eus ket kerzhet hervez va reolennoù, na miret va barnedigezhioù, met graet hoc’h eus hervez barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc’h.

13  Evel ma profeden, Pelatia mab Benaja a varvas. Neuze e kouezhis war va dremm hag e kriis a vouezh uhel o lavarout: A! Aotrou AOTROU! Ha fellout a ra dit kas da netra nemorant Israel?

14  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

15  Mab an den, da vreudeur, da vreudeur, tud da gerentiezh, hag holl di Israel, eo ar re o deus lavaret dezho tud Jeruzalem: Pellait diouzh an AOTROU, deomp-ni eo ar vro-mañ roet da hêrezh.

16  Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma o dalc’han pell e-touez ar broadoù, petra bennak ma em eus o stlabezet e meur a vro, koulskoude e vin evito ur santual bihan er broioù ma’z int aet enno,

17  ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac’hanoc’h a-douez ar broadoù, bodañ a rin ac’hanoc’h eus ar broioù e-lec’h ma’z oc’h bet stlabezet, hag e roin deoc’h douar Israel.

18  Mont a raint ennañ, hag e tilamint eus e greiz an holl draoù kasaus hag an holl draoù euzhus.

19 Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c’hig, hag e roin dezho ur galon gig,

20  evit ma kerzhint em reolennoù ha ma virint va barnedigezhioù ha ma raint hervezo; hag e vint va fobl, hag e vin o Doue

21  Hag evit ar re a zo o c’halon o kerzhout war-lerc’h o zraoù kasaus hag o zraoù euzhus, e lakain o hentoù war o fenn, eme an Aotrou AOTROU.

22  Ar cherubined a zisplegas o eskell, gant ar rodoù en o c’hichen, ha gloar Doue Israel a oa warno, en nec’h.

23  Gloar an AOTROU a savas diwar greiz kêr hag en em zalc’has war ur menez a zo ouzh sav-heol kêr.

24  Ar Spered a savas ac’hanon hag a zegasas ac’hanon da Galdea, e-kichen ar re zalc’het, e gweledigezh dre Spered Doue. Hag ar weledigezh am boa gwelet a tec’has kuit a-zirazon.

25  Neuze e lavaris d’ar re zalc’het an holl draoù en doa an AOTROU diskouezet din.

 

Pennad 12

1  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.

3  Te neuze, mab an den, gra dit pakadoù evit ermaeziañ, ha kae er-maez e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Kae er-maez, eus al lec’h ma chomez da ul lec’h all, dirak o daoulagad, ha marteze e welint ez int un ti disent.

4  Kas er-maez da bakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Ha kae er-maez d’abardaez dirak o daoulagad, evel ma ra un den a ya kuit.

5  Dirak o daoulagad e treuzi ar voger, hag e kasi anezho er-maez dre amañ.

6  Dirak o daoulagad e tougi anezho war da skoaz, hag e kasi anezho er-maez pa vo teñval. Goleiñ a ri da zremm evit na weli ket an douar, rak da lakaet em eus evel un arouez evit ti Israel.

7  Ober a ris evel ma oa bet gourc’hemennet din, kas a ris er-maez va fakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz; d’abardaez e toullis gant va dorn ar voger; en deñvalijenn e kasis anezho er-maez, hag e tougis anezho war va skoaz dirak o daoulagad.

8  Diouzh ar beure komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

9  Mab an den, ha n’en deus ket lavaret dit ti Israel, an ti disent: Petra a rez?

10  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An diougan-se a zo evit ar priñs a zo e Jeruzalem, kenkoulz hag evit holl di Israel en em gav eno.

11  Lavar: Me a zo un arouez; graet e vo dezho evel ma em eus graet, ermaeziañ a raint, da vont e dalc’hidigezh.

12  Ar priñs a zo en o zouez a zougo e bakad war e skoaz hag a yelo er-maez en deñvalijenn. Ar voger a vo toullet dezhañ, evit e gas er-maez. Goleiñ a raio e zremm, evit na welo ket an douar.

13  Astenn rin va roued warnañ, paket e vo em lasoù, kas a rin anezhañ da Vabilon e vro ar Galdeiz, met ne welo ket anezhi, hag e varvo eno.

14  An holl re a zo en-dro dezhañ, e skoazellerien hag e holl armeoù, a stlabezin d’an holl avelioù, hag e tennin ar c’hleze war o lerc’h.

15  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo o stlabezet e-touez ar broadoù, hag o strewet e meur a vro.

16  Koulskoude e lezin un niver bihan a dud anezho, a dec’ho dirak ar c’hleze, dirak an naonegezh ha dirak ar vosenn, evit ma tisklêriint o holl euzhusterioù e-touez ar broadoù ma’z aint enno, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

17  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

18  Mab an den, debriñ a ri da vara gant skrijadenn, evañ a ri da zour gant krenijenn ha spouron,

19  hag e lavari da bobl ar vro: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn tud Jeruzalem ha douar Israel: Debriñ a raint o bara gant enkrez hag evañ a raint o dour gant spont, rak e vo diwisket ar vro eus he leunder, en abeg da feulster an holl re a zo o chom enni.

20  Ar c’hêrioù poblet a vo gwastet hag ar vro a vo glac’haret, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

21  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

22  Mab an den, petra eo ar c’hrennlavar-mañ hoc’h eus e bro Israel, hag a zisplegit: An deizioù a bellaio, ha pep gweledigezh a vo kollet?

23  Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakain ar c’hrennlavar-se da echuiñ, ha ne vo ken graet gantañ en Israel. Met lavar dezho: An deizioù a dosta, hag e vo peurc’hraet pep gweledigezh.

24  Ne vo gweledigezh aner ebet ken na diouganoù touellus e-kreiz ti Israel.

25  Rak me an AOTROU a gomzo, hag ar gomz a lavarin a vo peursevenet, ha ne vo ket daleet. Ya, ti disent, en ho teizioù e lavarin ar gomz hag e peursevenin anezhañ, eme an Aotrou AOTROU.

26  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

27  Mab an den, ti Israel a lavar: Ar weledigezh a wel a zo a amzer hir, emañ o profediñ evit amzerioù pell.

28  Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va holl gomzoù ne vint ken daleet, met ar gomz a lavarin a vo peursevenet, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 13

1  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, profediñ a ri a-enep profeded Israel a zo o profediñ. Lavar d’ar re a zo o profediñ hervez o c’halon o-unan: Selaouit komz an AOTROU:

3  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d’ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n’o deus ket gwelet tra ebet.

4  Israel, da brofeded a zo bet evel lern er gouelec’hioù.

5  N’oc’h ket pignet war ar freuzoù, n’oc’h ket savet ur voger en-dro da di Israel, evit ma chomo start er brezel da zeiz an AOTROU.

6  O gweledigezhioù a zo aner hag o diouganoù touellus, pa lavaront: Disklêriet en deus an AOTROU! Met n’en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c’homz.

7  Ha n’hoc’h eus ket gwelet gweledigezhioù aner, ha n’hoc’h eus ket roet diouganoù touellus? Lavarout a rit: Disklêriet en deus an AOTROU; ha n’em eus ket komzet.

8  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc’h eus lavaret traoù aner hag hoc’h eus roet gweledigezhioù touellus, setu em eus droug ouzhoc’h, eme an Aotrou AOTROU.

9  Va dorn a vo war ar brofeded o deus gweledigezhioù aner ha diouganoù touellus. Ne gemerint ken perzh e bodadenn va fobl, ne vint ken enskrivet war varilhoù ti Israel, ned aint ken war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.

10  Abalamour, ya, abalamour ma tiankont va fobl, en ur lavarout: Peoc’h! pa n’eus ket a beoc’h, hag unan a sav ur voger, hag egile a c’holo anezhi gant pri-raz,

11  lavar d’ar re a c’holo anezhi gant pri-raz ez aio d’an traoñ. Ur glav bras a savo, ha c’hwi grizilhennoù, c’hwi a gouezho, hag ur gorventenn a darzho.

12  Ha setu, ar voger a ya d’an traoñ. Ha ne vo ket lavaret deoc’h: Pelec’h emañ ar pri-raz ho poa lakaet warni?

13  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Em fulor e lakain da darzhañ ur gorventenn, hag em c’hounnar e vo ur glav bras ha grizilhennoù aet en egar, evit distrujañ holl.

14  Diskar a rin ar voger hoc’h eus goloet gant pri-raz, he zaolin d’an douar, he diazez a lakain en noazh, mont a raio d’an traoñ, hag e viot distrujet en he c’hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

15  Sevenet e vo va c’hounnar a-enep ar voger hag a-enep ar re o devo he goloet gant pri-raz, hag e lavarin deoc’h: N’emañ ken ar voger, ha n’emañ ken ar re o deus he goloet,

16  profeded Israel o deus profedet diwar-benn Jeruzalem hag o deus bet eviti gweledigezhioù a beoc’h, pa n’eus ket a beoc’h, eme an Aotrou AOTROU.

17  Ha te, mab an den, tro da zremm ouzh merc’hed da bobl a zo o profediñ hervez o c’halon o-unan, hag e profedi a-enep dezho.

18  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d’ar re a zo o wriat pluegoù evit an daouarzorn, hag a ra gouelioù evit pennoù tud a bep ment, evit touellañ an eneoù. Hag e touellfec’h eneoù va fobl, hag e savetefec’h hoc’h eneoù-c’hwi?

19  Hag e tizenorfec’h ac’hanon e-kichen va fobl evit dornadoù heiz hag evit tammoù bara, o lakaat da vervel eneoù na zleont ket mervel, hag o lakaat da vevañ eneoù na zleont ket bevañ, en ur douellañ evel-se va fobl a selaou ar gaou?

20  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ho pluegoù, a douellit ganto an eneoù evit o lakaat da nijal kuit. Hag e fregin anezho diouzh ho tivrec’h, hag e tieubin an eneoù hoc’h eus touellet evit o lakaat da nijal kuit.

21  Fregañ a rin ho kouelioù, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, ha ne vint ken etre ho taouarn da vezañ touellet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

22  Dre ma hoc’h eus glac’haret gant ho kevier kalon an den reizh na’m eus ket tristaet, ha dre ma hoc’h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,

23  n’ho po ken a weledigezhioù aner ha ne lavarot ken a ziouganoù, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

 

Pennad 14

1  Hiniennoù eus henaourien Israel a zeuas da’m c’havout hag a azezas dirazon.

2  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

3  Mab an den, an dud-se a zoug o idoloù en o c’halon, dirak o dremm o deus ar pezh o laka da gouezhañ en direizhder. Hag e vefen klasket da vat ganto?

4  Setu perak e komzi outo hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Piv bennak eus ti Israel hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan, hervez e idoloù niverus,

5  evit tapout re di Israel dre o c’halon o-unan, int hag a zo holl pellaet diouzhin gant o idoloù.

6  Setu perak e lavari da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distroit, distroit diouzh hoc’h idoloù, distroit ho tremmoù diouzh hoc’h holl euzhusterioù.

7  Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en Israel, hag a bella diouzhin hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed evit va goulennata drezañ, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan.

8  Hag e troin va dremm a-enep an den-se, evit ma servijo da arouez ha da grennlavar, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl. Hag e ouiot ez on me an AOTROU.

9  Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec’h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl Israel.

10  Hag e tougint o direizhder. Direizhder an hini a c’houlennata a vo evel direizhder ar profed,

11  evit ma ne bellaio ken ti Israel diouzhin, ha ma n’en em saotro ken dre o holl disentidigezh, met ma vint va fobl ha ma vin o Doue, eme an Aotrou AOTROU.

12  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

13  Mab an den, ma pec’h ur vro a-enep din oc’h ober dislealded, ma astennan va dorn en hec’h enep, ma torran bazh ar bara enni, ma kasan dezhi an naonegezh, ma laman diouti tud ha loened,

14  ha ma en em gavfe eno an tri den-mañ, Noe, Daniel ha Job, e savetefent o eneoù en abeg d’o reizhder, eme an Aotrou AOTROU.

15  Ma lakafen loened noazus da dremen er vro, evit he gwastañ betek ma vefe ur gouelec’h, ul lec’h na dremenfe den ken en abeg d’al loened-se,

16  ha ma en em gavfe an tri den-se eno, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc’hed, int hepken a vefe saveteet, hag ar vro a teufe da vezañ ur gouelec’h.

17  Pe ma kasfen ar c’hleze war ar vro-se ha ma lavarfen: Ra dremeno ar c’hleze dre ar vro, evit lemel diouti tud ha loened,

18  ha ma en em gavfe an tri den-se eno, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc’hed, int hepken a vefe saveteet.

19  Pe ma kasfen ar vosenn war ar vro-se ha ma skuilhfen warni va fulor betek lakaat ar gwad da redek, evit lemel diouti tud ha loened,

20  ha ma en em gavfe eno an tri den-mañ, Noe, Daniel ha Job, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc’hed, int hepken a vefe saveteet en abeg d’o reizhder.

21  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va feder barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c’hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,

22  koulskoude e chomo enni un nemorant a dec’ho, mibien ha merc’hed a vo lakaet da zont er-maez. Setu ma teuint d’ho kavout, hag e welot o hent hag o oberennoù, hag e viot frealzet eus ar gwalleurioù am eus lakaet da gouezhañ war Jeruzalem hag eus kement a zo c’hoarvezet ganti.

23  Ho frealziñ a raint pa ho po gwelet o hent hag o oberennoù. Neuze ec’h anavezot n’em bo ket graet hep abeg an holl bezh am eus graet dezhi, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 15

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, koad ar winienn, ha talvezout a ra muioc’h eget pep koad all, pe eget ur skourr e-touez gwez ar goadeg?

3  Hag e vez kemeret koad dioutañ evit ober un oberenn bennak? Hag e vez kemeret un ibil dioutañ evit ispilhañ un dra bennak?

4  Setu, taolet eo en tan da vezañ devet, ha pa vez devet e zaou benn gant an tan, e greiz a zo dija entanet. Ha mat e vefe d’ul labour bennak?

5  Setu, pa oa en e bezh, ne veze graet labour ebet gantañ, pegement nebeutoc’h c’hoazh pa vez devet ha losket gant an tan. Hag e vefe graet ul labour bennak gantañ?

6  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evel koad ar winienn e-touez gwez ar goadeg, am eus roet d’an tan da vezañ devet, evel-se e roin tud Jeruzalem.

7  Hag e troin va dremm a-enep dezho; pa vint deuet er-maez eus an tan, an tan a devo anezho c’hoazh. Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa droin va dremm a-enep dezho.

8  Ober a rin ur gouelec’h eus ar vro, dre ma o deus graet dislealded, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 16

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, ro da anavezout da Jeruzalem hec’h euzhusterioù.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Jeruzalem: Dre da orin ha da c’hanedigezh out eus bro Ganaan. Da dad a oa un Amorean, ha da vamm a oa un Hititez.

4  Da’z kanedigezh, an deiz ma’z out bet ganet, kordenn da vegel n’eo ket bet troc’het, n’out ket bet gwalc’het en dour evit bezañ naetaet, n’out ket bet holenet gant holen, na mailhuret gant mailhuroù.

5  Lagad ebet n’en deus bet truez ouzhit evit ober unan eus an traoù-se dre drugarez ouzhit, met taolet e voes war-c’horre ur park dre zispriz evit da vuhez d’an deiz ma’z out bet ganet.

6  Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac’hanout gourvezet en da wad, hag e lavaris: Bev en da wad! Ya, lavaret em eus: Bev en da wad!

7  Da gresket em eus dre zekviliadoù evel geot er parkeier, ha liesaet ec’h eus, brasaet ec’h eus, deuet out da vezañ hollgaer. Da zivronn en em zoareas, da vlev en em astennas, met en noazh e oas, noazh-bev.

8  Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac’hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec’h astennis warnout pleg va mantell, hag e c’holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.

9  Da walc’het em eus en dour, lamet em eus ar gwad diwarnout, ha da olevet em eus gant eoul.

10  Da wisket em eus a vroderezh, da arc’henet gant kroc’hen, da c’hourizet gant lin fin, da c’holoet gant seiz.

11  Da ginklet em eus a vragerizoù, lakaet em eus troioù-brec’h ouzh da zaouarn, ur gelc’henn en-dro da’z kouzoug,

12  ur walenn war da fri, bizeier ouzh da zivskouarn, ur gurunenn hollgaer war da benn.

13  Evel-se e voes kinklet gant aour ha gant arc’hant, da wiskamant a oa a lin fin, a seiz hag a vroderezh. Flour bleud, mel hag eoul a oa da voued, ha deuet out da vezañ kaer-kenañ. Ober a rejout berzh betek ar rouantelezh.

14  Da vrud en em skignas e-touez ar broadoù en abeg da’z kaerded, rak peurvat e oa abalamour da’m c’haerded am boa lakaet warnout, eme an Aotrou AOTROU.

15  Met fiziet ec’h eus en da gaerded ha gastaouet en abeg da’z anv, ha koufonet ec’h eus da c’hastaouerezh da bep tremeniad oc’h en em reiñ dezhañ.

16  Kemeret ec’h eus diwar da zilhad, ha kinklet ec’h eus da uhellec’hioù gant livioù a bep seurt evit gastaouiñ eno, un dra ne oa ket c’hoarvezet ha ne c’hoarvezo ken.

17  Kemeret ec’h eus da draoù hollgaer graet gant va aour ha va arc’hant am boa roet dit, ha graet ec’h eus diouto skeudennoù tud evit gastaouiñ ganto.

18  Kemeret ec’h eus da zilhad a vroderezh evit goleiñ anezho, ha kinniget ec’h eus dezho va eoul ha va ezañs.

19  Ha va bara am boa roet dit, ar flour bleud, an eoul hag ar mel a roen dit da zebriñ, ac’h eus kinniget evel un aberzh a c’hwezh dudius. Setu ar pezh a c’hoarvezas, eme an Aotrou AOTROU.

20  Kemeret ec’h eus da vibien ha da verc’hed az poa ganet din, hag aberzhet ec’h eus anezho da vezañ lonket. Ha re nebeut e oa da c’hastaouerezh?

21  Drouklazhet ec’h eus va mibien, evit o reiñ en ur lakaat anezho da dremen dre an tan evito.

22  E-kreiz da holl euzhusterioù ha da c’hastaouerezh, ne’c’h eus ket bet soñj eus amzer da yaouankiz, pa oas en noazh, noazh-bev, ha gourvezet en da wad.

23  Ha goude da holl oberoù fallakr, -gwalleur, gwalleur dit! eme an Aotrou AOTROU,

24  savet ec’h eus un dosenn, graet ec’h eus un uhellec’h war bep leurgêr,

25  e digor kement straed ec’h eus savet da uhellec’h ha dizenoret da gaerded, rak digoret ec’h eus da dreid da bep tremeniad ha liesaet da c’hastaouerezh.

26  Gastaouet ec’h eus gant mibien an Ejipt, da amezeien o deus ur c’horf nerzhus, ha liesaet da c’hastaouerezh evit va c’hounnariñ.

27  Ha setu, astennet em eus va dorn a-enep dit, bihanaet em eus al lodenn merket dit, da zilezet em eus da youl ar re a gasa ac’hanout, merc’hed ar Filistined o deus mezh eus da hent fall.

28  Gastaouet ec’h eus ivez gant mibien an Asiriz, dre ma ne’z poa ket da walc’h. Ya, gastaouet ec’h eus ganto, ha ne’c’h eus ket bet da walc’h c’hoazh.

29  Liesaet ec’h eus da c’hastaouerezh e bro Ganaan, betek Kaldea, ha ne’c’h eus ket bet da walc’h c’hoazh.

30  Pegen gwan eo da galon, eme an Aotrou AOTROU, pa ec’h eus graet an holl draoù-se e doare ur c’hast disklêriet!

31  Pa saves da dosenn e digor kement straed, pa raes da uhellec’h war bep leurgêr, n’out ket zoken bet evel ur c’hast a c’houlenn ur gopr.

32  Bet out ur wreg avoultrerez a zegemer diavaezidi e-lec’h he fried.

33  Ur gopr a vez roet d’an holl c’histi, met te ac’h eus roet profoù da’z holl amourouzien; graet ec’h eus roioù dezho, evit ma teujent a bep tu da’z kavout evit da c’hastaouerezh.

34  Hag out bet ar c’hontrol d’ar maouezed all gant da c’hastaouerezh: ne glasked ket ac’hanout, hag e roes ur gopr, pa ne veze roet hini ebet dit. Bet out ar c’hontrol d’ar re all.

35  Setu perak, avoultrerez, selaou komz an AOTROU:

36  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec’h eus koufonet da deñzor ha dizoloet da noazhder en ur c’hastaouiñ gant da amourouzien ha gant da holl idoloù euzhus, hag en abeg da wad da vibien ac’h eus roet dezho,

37  setu, ma a zastumo da holl amourouzien, ma’c’h eus kavet plijadur ganto, an holl re ac’h eus karet hag an holl re ac’h eus kasaet, me a zastumo anezho a-enep dit a bep tu, hag e tizoloin da noazhder dirazo, hag e welint da noazhder.

38  Hag e varnin ac’hanout evel ma vez barnet an avoultrerezed hag a re a skuilh gwad. Hag e laoskin ac’hanout da wad va fulor ha va gwarizi.

39  Da lakaat a rin etre o daouarn, hag e tiskarint da dosennoù, hag e tisc’hraint da uhellec’hioù. Diwiskañ a raint da zilhad, lemel a raint kuit da draoù hollgaer, hag e vi lezet en noazh, noazh-bev.

40  Hag e lakaint da bignat a-enep dit un engroez, a veinataio ac’hanout gant kailh, hag a doullo ac’hanout gant o c’hlezeier.

41  Deviñ a raint da diez dre an tan, hag e raint a-enep dit barnoù dirak un niver bras a vaouezed. Me a lakaio termen da’z kastaouerezh, ha ne roi ken goproù.

42  Sevenet e vo va c’hounnar a-enep dit hag en em denno va gwarizi diwarnout, hag e vin e peoc’h ha ne gounnarin ken.

43  Dre na’c’h eus ket bet soñj eus amzer da yaouankiz, ha ma ec’h eus va fuloret gant an holl draoù-se, setu e lakain da hent da gouezhañ war da benn, eme an Aotrou AOTROU, ha n’ouzhpenni ken an drougiezh war da holl euzhusterioù.

44  Setu, an holl re a ra gant krennlavarioù, a raio gant ar c’hrennlavar-mañ war da gont: Merc’h he mamm eo!

45  Merc’h da vamm ez out, he deus bet kasoni ouzh he gwaz hag ouzh he mibien. C’hoar da c’hoarezed ez out, o deus bet kasoni ouzh o gwazed hag ouzh o mibien. Ho mamm a oa un Hititez, hag ho tad a oa un Amorean.

46  Da c’hoar henañ eo Samaria; hi hag he merc’hed a zo o chom a-gleiz dit. Da c’hoar yaouankañ hag a zo o chom a-zehou dit, eo Sodom hag he merc’hed.

47  Ne’c’h eus ket hepken kerzhet en o hentoù ha graet an hevelep euzhusterioù, re nebeut e oa kement-se, met en em saotret ec’h eus muioc’h egeto gant da holl hentoù.

48  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; Sodom da c’hoar hag he merc’hed n’o deus ket graet ar pezh ac’h eus graet, te, gant da verc’hed.

49  Setu amañ direizhder da c’hoar Sodom: lorc’hentez. Bez’ he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc’hed, met n’he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.

50  Deuet int da vezañ lorc’hus, ha graet o deus euzhuster dirazon. Evel-se em eus o distrujet pa em eus gwelet kement-se.

51  Samaria n’he deus ket graet an hanter eus da bec’hedoù. Liesaet ec’h eus da euzhusterioù muioc’h egeto, ha reishaet ec’h eus da c’hoarezed dre an holl euzhusterioù ac’h eus graet.

52  Doug eta, te ivez, an dismegañs ac’h eus roet da’z c’hoarezed, en abeg da’z pec’hedoù a oa euzhusoc’h eget o re. Int en em gav reishoc’h egedout! Bez eta, te ivez, goloet a vezh, ha doug da zismegañs, pa ec’h eus reishaet da c’hoarezed.

53  Me a zegaso en-dro o re zalc’het, re zalc’het Sodom hag he merc’hed, re zalc’het Samaria hag he merc’hed, hag ivez re zalc’het eus da zalc’hidigezh e-touez o re,

54  evit ma tougi da zismegañs ha ma vi goloet a vezh en abeg da gement ac’h eus graet, hag evit ma frealzi anezho.

55  Da c’hoarezed, Sodom hag he merc’hed, a zistroio d’o stad kentañ, Samaria hag he merc’hed a zistroio d’o stad kentañ, neuze te ha da verc’hed a zistroio d’ho stad kentañ.

56  Ne voe ket meneget gant da c’henoù da c’hoar Sodom en amzer da lorc’hentez,

57  a-raok ma voe dizoloet da zrougiezh, pa oas dismegañset gant merc’hed Siria hag hec’h holl drowardroioù ha gant merc’hed ar Filistined a gasae ac’hanout a bep tu.

58  Dougen a rez warnout da zrougiezh ha da euzhuster, eme an AOTROU.

59  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ober a rin dit evel ma ec’h eus graet, pa ec’h eus disprizet al le en ur derriñ an emglev.

60  Koulskoude em bo soñj eus an emglev am eus diazezet ganit en deizioù da yaouankiz, hag e tiazezin ganit un emglev peurbadus.

61  Neuze ez po soñj eus da hentoù, hag e vi mezhek pa zegemeri da c’hoarezed, ar re henañ hag ar re yaouankañ, hag e roin anezho dit evel merc’hed, met nann hervez da emglev.

62  Hag e tiazezin va emglev ganit, hag e ouezi ez on me an AOTROU,

63  evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da’z tismegañs, ne zigori ken da c’henoù pa em bo pardonet dit kement ac’h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 17

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, kinnig un divinadell, lavar ur barabolenn da di Israel.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Un erer bras, gant divaskell bras hag ur stuc’henn hir, goloet a bluñv fonnus ha liesliv, a zeuas d’al Liban hag a dapas ar brank uhelañ eus ar sedrezenn.

4  Diframmañ a reas penn ar skourrigoù hag en kasas d’ur vro a varc’hadourien. E lakaat a reas en ur gêr a goñvers.

5  Hag e kemeras eus had ar vro a blantas en un douar frouezhus. E lakaat a reas e-kichen kalz a zoureier, sanket evel un halegenn.

6  Hag e vountas, hag e teuas da vezañ ur skod-gwini izel met astennet, gant skourroù troet etrezek an erer ha gwrizioù dindanañ. Dont a reas da vezañ ur winienn o reiñ brankoù hag o vountañ broustennoù.

7  Bez’ e oa un erer bras all gant divaskell bras ha pluñv stank. Ha setu, ar winienn a astennas he gwrizioù etrezek ennañ hag a droas he skourroù etrezek ennañ, evit bezañ douraet gantañ, o pellaat diouzh al lec’h ma oa plantet.

8  Ha koulskoude e oa plantet en un douar frouezhus, e-kichen kalz a zoureier, en doare da vountañ skourroù ha dougen frouezh ha dont da vezañ ur winienn gaer.

9  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag e raio berzh? An erer kentañ, ha ne ziframmo ket he gwrizioù, ha na droc’ho ket he frouezh evit ma tisec’hint? Holl zelioù e skourroù a zisec’ho, ha ne vo ket ezhomm eus ur vrec’h nerzhus nag eus kalz a dud evit he distagañ diouzh he gwrizioù.

10  Setu, plantet eo, met hag e raio berzh? Pa stoko outañ avel ar sav-heol, ha ne zisec’ho ket? Disec’hañ a raio war al lec’h m’eo bet plantet ennañ.

11  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

12  Lavar d’an ti disuj-mañ: Ha n’ouzoc’h ket petra eo an dra-se? Lavar: Setu, roue Babilon a zo aet da Jeruzalem hag en deus tapet he roue hag he friñsed, hag o c’haset en deus gantañ da Vabilon.

13  Kemeret en deus un diskennad eus ar roue, graet en deus emglev gantañ, e lakaet en deus d’ober le, ha tapet en deus galloudeien ar vro,

14  evit ma vefe izelaet ar rouantelezh ha na c’hellfe ket adsevel, met ma padfe en ur virout e emglev.

15  Met hemañ a zo en em savet a-enep dezhañ o kas kannaded d’an Ejipt, evit ma vefe roet dezhañ kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoù? Torret en deus an emglev, hag e tec’hfe kuit?

16  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; a-dra-sur, e bro ar roue en deus e lakaet da ren, ha m’en deus disprizet e le ha torret e emglev, tost outañ, e-kreiz Babilon eo e varvo.

17  Ha Faraon gant un arme vras ha soudarded niverus, ne raio netra evitañ er brezel, pa vo savet tosennoù ha graet kreñvlec’hioù, evit lakaat da vervel tud niverus.

18  Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n’en em saveteo ket.

19  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, va le en deus disprizet ha va emglev en deus torret, me a lakaio kement-se da gouezhañ war e benn.

20  Astenn a rin va roued warnañ, tapet e vo em antell, hag en kasin da Vabilon, e-lec’h ma varnin anezhañ evit ar pec’hedoù en deus graet em c’heñver.

21  An holl dec’hidi eus e holl armeoù a gouezho dre ar c’hleze, hag e stlabezin an nemorant d’an holl avelioù. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet.

22  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kemer a rin va-unan brank uhelañ ar sedrezenn brasañ, hag e plantin anezhañ. Eus penn e skourroù e troc’hin unan tener a blantin war ur menez uhel ha savet.

23  War venez uhelañ Israel e plantin anezhañ. Hag e vounto skourroù hag e tougo frouezh hag e teuio da vezañ ur sedrezenn kaer. Laboused a bep pluñv a chomo dindani; e skeud he brankoù e teuint da chom.

24  Holl wez ar parkeier a ouezo ez eo me an AOTROU am bo izelaet ar wezenn uhel, uhelaet ar wezenn izel, ha lakaet da zisec’hañ ar wezenn c’hlas ha da c’hlasaat ar wezenn sec’h. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.

 

Pennad 18

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Petra a fell deoc’h lavarout pa zistagit ar c’hrennlavar-mañ diwar-benn bro Israel: An tadoù o deus debret rezin trenk, ha dent ar vibien a zo tozonet?

3  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, n’ho po ken lec’h da zistagañ ar c’hrennlavar-mañ en Israel.

4  Setu, an holl eneoù a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec’her eo an hini a varvo.

5  An den a zo reizh hag a ra an eeunder hag ar reizhder,

6  na zebr ket war ar menezioù, na sav ket e zaoulagad etrezek idoloù ti Israel, na zizenor ket gwreg e nesañ, na dosta ket ouzh ur vaouez a zo en he saotradur,

7  na wallgas den, a ro d’an dleour e c’houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d’an ezhommeg, a c’holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,

8  na brest ket gant kampi, na gemer ket en tu all d’ar pezh a zo dleet dezhañ, a zistro e zorn diouzh an direizhder, a varn gant gwirionez etre un den hag unan all,

9  a gerzh hervez va reolennoù hag a vir va barnedigezhioù evit ober hervez ar wirionez, an den-se a zo reizh, a-dra-sur e vevo, eme an Aotrou AOTROU.

10  Mar en deus engehentet ur mab taer, a skuilh ar gwad, pe a ra un hevelep tra d’e vreur,

11  ha zoken ma ne ra ket un hevelep tra, met ma tebr war ar menezioù, ma tizenor gwreg e nesañ,

12  ma wallgas ar paour hag an ezhommeg, ma ra laeroñsioù, ma ne ro ket ar gouestl en-dro, ma sav e zaoulagad etrezek idoloù ha ma ra traoù euzhus,

13  ma prest gant kampi, ma kemer en tu all d’ar pezh a zo dleet dezhañ, daoust hag e vevo? Ne vevo ket. Ober a ra an holl euzhusterioù-se, a-dra-sur e varvo, hag e wad a vo warnañ.

14  Met setu, mar en deus engehentet ur mab a wel an holl bec’hedoù en deus graet e dad, a ziwall diouto ha na ra ket kemend-all,

15  na zebr ket war ar menezioù, na sav ket e zaoulagad etrezek idoloù ti Israel, na zizenor ket gwreg e nesañ,

16  na wallgas den, na gemer ket a c’houestl, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d’an ezhommeg, a c’holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,

17  a zistro e zorn diouzh ar paour, na gemer ket kampi nag en tu all d’ar pezh a zo dleet dezhañ, a vir va barnedigezhioù hag a gerzh hervez va reolennoù, an den-se ne varvo ket en abeg da zireizhder e dad, a-dra-sur e vevo.

18  E dad en deus gwasket, en deus graet laeroñsi e-keñver e vreur, en deus graet ar pezh n’eo ket mat e-touez e bobl, setu, eñ eo a varvo en abeg d’e zireizhder.

19  Hag e lavarit: Perak ne zougfe ket ar mab direizhder e dad? Dre m’en deus ar mab graet hervez an eeunder hag ar reizhder, miret en deus va reolennoù ha graet diouto; a-dra-sur e vevo.

20  An ene a bec’h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, fallagriezh an den fall a vo warnañ.

21  Mar distro an den fall diouzh e holl bec’hedoù en deus graet, ma vir va holl reolennoù ha ra ar pezh a zo reizh hag eeun, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket.

22  Ne vo ket meneget a-enep dezhañ an holl zrougoberoù en deus graet, hag e vevo en abeg d’ar reizhder en deus graet.

23  Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc’h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?

24  Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c’hiz d’ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d’e zrougoberoù ha d’e bec’hed en deus graet e varvo.

25  Hag e lavarit: Hent an AOTROU n’eo ket eeun. Selaouit bremañ ti Israel: Ha n’eo ket eeun va hent? Ha n’eo ket kentoc’h hoc’h hentoù n’int ket eeun?

26  Pa zistro an hini reizh diouzh e reizhder hag e ra an droug, e varvo en abeg da-se; en abeg d’e zireizhder en deus graet e varvo

27  Pa zistro an den fall diouzh e fallagriezh en deus graet, hag e ra ar pezh a zo reizh hag eeun, e lakaio e ene da vevañ.

28  O vezañ sellet pizh ha distroet diouzh e holl bec’hedoù en deus graet, a-dra-sur e vevo, ne varvo ket.

29  Hag e lavar ti Israel: Hent an Aotrou AOTROU n’eo ket eeun. O ti Israel! Ha n’eo ket eeun va hent? Ha n’eo ket kentoc’h hoc’h hentoù n’int ket eeun?

30  Setu perak e varnin pep hini ac’hanoc’h hervez e hentoù, o ti Israel! eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, addeuit diouzh hoc’h holl bec’hedoù, ha ne zeuio ket an direizhder da vezañ ho maen-kouezh.

31  Taolit pell diouzhoc’h hoc’h holl bec’hedoù hoc’h eus pec’het drezo, grit deoc’h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec’h, ti Israel?

32  Ne gavan plijadur ebet e marv an hini a varv, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, ha bevit!

 

Pennad 19

1  Ha te, displeg ur c’hlemmgan war briñsed Israel,

2  ha lavar: Piv oa da vamm? Ul leonez gourvezet e-touez al leoned, o sevel he re vihan e-touez al leonedigoù.

3  Hag e savas unan eus he re vihan, a zeuas da vezañ ul leonig; deskiñ a reas drailhañ e breizh, hag e tebras tud.

4  Ar broadoù a glevas diwar e benn, hag e voe tapet en o foull, hag e kasjont anezhañ ereet da vro Ejipt.

5  O welout he doa gortozet, hag e oa kollet hec’h esperañs, hi a gemeras unan all eus he re vihan, hag a reas ul leonig anezhañ.

6  Kerzhout a reas e-touez al leoned, hag e teuas da vezañ ul leonig; deskiñ a reas drailhañ e breizh, hag e tebras tud.

7  Rivinet en deus o falezioù, ha distrujet o c’hêrioù, hag ar vro ha kement a oa enni a voe spouronet o klevout e yudadennoù.

8  A-enep dezhañ en em lakaas ar broadoù eus an holl rannvroioù tro-war-dro, hag e ledjont warnañ o roued, hag e voe tapet en o foull.

9  Lakaat a rejont anezhañ ereet en ur gaoued evit e gas da roue Babilon hag e lakaat en ur c’hreñvlec’h. Evel-se ne vo ket klevet e vouezh ken war venezioù Israel.

10  Da vamm a oa evel ur winienn ez kwad, plantet e-kichen an doureier; frouezhus e oa gant brankoù e-leizh, en abeg d’an doureier fonnus.

11  Hag he doa skourroù kreñv da vezañ bizhier evit rouaned. He ment a oa uhel gant brankoù stank, gwelet e oa en hec’h uhelder, hi hag he skoultroù niverus.

12  Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d’an douar, avel ar sav-heol he deus disec’het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec’het, an tan en deus pulluc’het anezho.

13  Ha bremañ ez eo plantet er gouelec’h, en un douar krin ha sec’hedek.

14  An tan a zo deuet eus ur skoultrig eus he brankoù, devet en deus he frouezh, ha n’he deus ken a skourr kreñv da vezañ ur vazh-roue. Evel-se emañ ar c’hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan.

 

Pennad 20

1  D’ar seizhvet bloaz, d’ar pempvet miz, d’an dekvet eus ar miz, hiniennoù eus henaourien Israel a zeuas da c’houlennata an AOTROU hag a azezas dirazon.

2  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

3  Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc’h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc’h, eme an Aotrou AOTROU.

4  Ha ne varni ket anezho, mab an den, ha ne varni ket anezho? Ro da anavezout dezho euzhusterioù o zadoù,

5  ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An deiz ma em eus dibabet Israel, ma em eus savet va dorn dirak lignez ti Jakob, ma’z on en em roet da anavezout dezho e bro Ejipt, ha ma em eus savet va dorn dirazo o lavarout: Me eo an AOTROU ho Toue,

6  en deiz-se em eus savet va dorn dirazo, evit tennañ anezho eus bro Ejipt etrezek ur vro am boa klasket evito, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerañ eus an holl vroioù,

7  hag em eus lavaret dezho: Ra vo taolet kuit gant pep hini ac’hanoc’h an traoù euzhus a zo dirak e zaoulagad, n’en em saotrit ket gant idoloù an Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.

8  Met en em savjont a-enep din ha ne fellas ket dezho va selaou. Hini anezho ne daolas kuit an traoù euzhus a oa dirak e zaoulagad ha ne zilezas idoloù an Ejipt. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c’hounnar a-enep dezho e-kreiz bro Ejipt.

9  Koulskoude em eus graet abalamour da’m anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.

10  O zennet em eus eta eus bro Ejipt, hag o degaset em eus d’ar gouelec’h.

11  Roet em eus dezho va reolennoù ha diskouezet va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.

12  Roet em eus dezho ivez va deizioù sabad da vezañ un arouez etrezon-me hag int, evit ma oufent ez on me an AOTROU a santela anezho.

13  Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec’h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec’h, evit o c’has da netra.

14  Koulskoude em eus graet abalamour da’m anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù em boa o zennet dirazo.

15  Savet em eus va dorn dirazo er gouelec’h, na gasfen ket anezho d’ar vro am boa roet dezho, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerañ eus an holl vroioù,

16  peogwir o doa taolet kuit va barnedigezhioù, n’o doa ket kerzhet hervez va reolennoù, disakret o doa va deizioù sabad, rak o c’halon a yae war-lerc’h o idoloù.

17  Met va lagad a espernas anezho evit tremen hep o distrujañ, ha ne’m eus ket o c’haset da netra er gouelec’h.

18  Lavaret em eus d’o mibien er gouelec’h: Na gerzhit ket hervez kustumoù ho tadoù, na virit ket o gizioù, n’en em saotrit ket gant o idoloù.

19  Me eo an AOTROU ho Toue, kerzhit em reolennoù, mirit va barnedigezhioù evit ober diouto.

20  Santelait va deizioù sabad, a vint un arouez etrezon-me ha c’hwi, evit ma ouiot ez on me an AOTROU ho Toue.

21  Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c’hounnar a-enep dezho er gouelec’h.

22  Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da’m anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù, em boa o zennet dirak o daoulagad.

23  Savet em eus va dorn dirazo er gouelec’h, evit o stlabezañ e-touez ar broadoù hag o strewiñ e meur a vro,

24  dre ma n’o doa ket graet diouzh va barnedigezhioù, dre m’o doa taolet kuit va reolennoù, dre m’o doa disakret va deizioù sabad, ha dre ma oa aet o daoulagad war-lerc’h idoloù o zadoù.

25  Evel-se ivez em eus roet dezho reolennoù divat ha barnedigezhioù ne c’hellent ket bevañ drezo.

26  O saotret em eus en o frofoù, pa lakaent da dremen dre an tan o holl re gentañ-ganet, evit o gwastañ hag evit ma oufent ez on me an AOTROU.

27  Setu perak, mab an den, komz ouzh ti Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ho tadoù o deus dismegañset ac’hanon c’hoazh, diskouezet o deus disentidigezh ouzhin.

28  Derenet em eus anezho d’ar vro am boa savet va dorn he reiñ dezho, ha sellet o deus ouzh pep krec’hienn uhel hag ouzh pep gwezenn vodennek, graet o deus eno o aberzhoù, kinniget o deus eno o frofoù evit va c’hounnariñ, lakaet o deus eno o c’hwezoù-mat, skuilhet o deus eno o sparfadurioù.

29  Lavaret em eus dezho: Petra eo an uhellec’hioù-se ma’z it dezho? Uhellec’h a vez graet anezho betek hiziv.

30  Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag en em saotrit war hent ho tadoù? Hag e c’hastaouit gant o euzhadennoù?

31  Pa ginnigit ho profoù, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em saotrit gant hoc’h holl idoloù betek hiziv. Hag e vin goulennataet ganeoc’h, ti Israel? Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne vin ket goulennataet ganeoc’h.

32  Netra ne c’hoarvezo eus ar pezh a zeu d’ho spered pa lavarit: Bez’ e vimp evel ar broadoù hag evel tiegezhioù ar broioù, o servijout ar c’hoad hag ar maen.

33  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, hag e renin warnoc’h gant un dorn kreñv, ur vrec’h astennet, ur fulor skuilhet.

34  Hag e tennin ac’hanoc’h a-douez ar pobloù, hag e tastumin ac’hanoc’h eus ar broioù oc’h bet stlabezet enno gant un dorn kreñv, ur vrec’h astennet, ur fulor skuilhet.

35  Ho tegas a rin da c’houelec’h ar pobloù, hag eno ez in e barnedigezh ganeoc’h, dremm ouzh dremm.

36  Evel ma’z on aet e barnedigezh gant ho tadoù e gouelec’h bro Ejipt, evel-se ez in e barnedigezh ganeoc’h, eme an Aotrou AOTROU.

37  Hag e lakain ac’hanoc’h da dremen dindan ar walenn, hag e tegasin ac’hanoc’h e ereoù an emglev.

38  Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

39  Ha c’hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc’h idoloù.

40  Met war va menez, war venez uhel Israel, eme an Aotrou AOTROU, eno holl di Israel ha kement a vo er vro am servijo. Eno e kemerin plijadur ganto, eno e klaskin ho profoù, frouezh kentañ ho tonezonoù, gant hoc’h holl draoù santel.

41  Kemer a rin plijadur ennoc’h evel en un ezañs a c’hwezh-vat, pa em bo ho tennet a-douez ar pobloù hag ho tastumet eus ar broioù oc’h bet stlabezet enno. Hag e vin santelaet ennoc’h dirak daoulagad ar pobloù.

42  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa em bo degaset ac’hanoc’h en-dro war zouar Israel, ar vro am boa savet va dorn he reiñ d’ho tadoù.

43  Eno ho po soñj eus hoc’h hentoù hag eus hoc’h holl oberoù hoc’h eus en em saotret ganto. Heug ho po ouzhoc’h dirak ho taoulagad hoc’h-unan abalamour d’hoc’h holl fallagriezhoù ho po graet.

44  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa labourin ganeoc’h abalamour da’m anv, ha nann hervez hoc’h hentoù fall hag hoc’h oberoù hudur, o ti Israel! eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 21

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm war-zu ar c’hreisteiz, prezeg etrezek ar c’hreisteiz, hag e profedi a-enep koadeg maezioù ar c’hreisteiz.

3  Lavar da goadeg ar c’hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c’hlas ha pep gwezenn sec’h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl c’horre a vo devet eus ar c’hreisteiz d’an hanternoz.

4  Ha pep kig a welo ez eo me an AOTROU am eus e enaouet; ha ne varvo ket.

5  Neuze e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Lavarout a reont diwar va fenn: An den-mañ ne ra nemet komz dre barabolennoù!

6  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

7  Mab an den, tro da zremm ouzh Jeruzalem, prezeg etrezek al lec’hioù santel, hag e profedi a-enep bro Israel.

8  Lavar da vro Israel: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e tennin va c’hleze diouzh e c’houin, hag e tilamin eus da greiz an den reizh hag an den fall.

9  Dre ma tilamin eus da greiz an den reizh hag an den fall, e tennin va c’hleze diouzh e c’houin a-enep pep kig, eus ar c’hreisteiz d’an hanternoz.

10  Ha pep kig a ouezo ez eo me an AOTROU am eus tennet va c’hleze diouzh e c’houin, ha ned aio ken en-dro ennañ.

11  Ha te, mab an den, hirvoud gant da zivgroazell brevet; en ur glac’har c’herv, hirvoud dirak o daoulagad.

12  Ha pa lavarint dit: Perak e hirvoudez? neuze e lavari: abalamour d’ar c’heloù; pa en em gavo, an holl galonoù a deuzo, an holl zornioù a zinerzho, an holl speredoù a vo mantret, an holl c’hlinoù a zeuio da vezañ dour. Setu erru eo! Eno emañ! eme an Aotrou AOTROU.

13  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

14  Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an AOTROU: Lavar: Ar c’hleze, ar c’hleze a zo bet lemmet ha lufret.

15  Lemmet eo bet evit lazhadegañ, lufret eo bet evit luc’hediñ. Hag e laouenaimp? Gwalenn va mab eo, a zispriz pep koad.

16  Roet eo bet da lufrañ evit bezañ kemeret en dorn, lemmet eo, levnaet eo, evit bezañ lakaet e dorn al lazher.

17  Kri ha yud, man an den, rak a-enep va fobl eo tennet, a-enep holl briñsed Israel. Roet int d’ar c’hleze, ha va fobl ganto, sko eta war da vorzhed.

18  Ya, an amprouenn a zegouezho; ha petra a c’hoarvezfe hag e vefe kaset da netra ar walenn zisprizus? eme an Aotrou AOTROU.

19  Te eta, mab an den, ro da brofediezh, sko dorn ouzh dorn, ra vo daougementet taolioù ar c’hleze d’an deirvet gwech, kleze al lazhadeg. Kleze al lazhadeg vras eo, mont a ra d’o gwaskañ a bep tu,

20  evit ma teuzo ar c’halonoù ha ma kresko ar c’houzañverien e-kichen an holl zorojoù. Kemeret em eus ar c’hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc’hediñ, lemmet eo evit lazhadegañ.

21  Dastum da nerzh, sko a-zehoù, tro ha sko a-gleiz, ha da bep tu ma troi.

22  Ha me ivez, me a skoio dorn ouzh dorn, hag e sevenin va c’hounnar, eme an AOTROU.

23  Evel-henn e komz an AOTROU:

24  Te, mab an den, tres daou hent evit an tremen eus kleze roue Babilon, o tont o-daou eus un hevelep bro. Merk un arouez, merk penn an hent a ya betek kêr.

25  Tres unan eus an hentoù ma teuio ar c’hleze drezañ da Rabbad eus mibien Ammon, hag egile ma teuio da Juda, da Jeruzalem ar gêr greñvaet.

26  Rak roue Babilon en em zalc’h e kroashent, e penn an daou hent, evit ober divinerezh. Hejañ a ra ar biroù, goulennata a ra an terafim, sellout a ra ouzh an avu.

27  En e zorn dehou emañ ar sord o verkañ Jeruzalem, evit sevel tourterezioù, embann al lazhadeg, leuskel kriadennoù a vrezel, renkañ an tourterezioù a-enep an dorojoù, sevel tosennoù hag ober kreñvlec’hioù.

28  Dirak o daoulagad eo un arouez touellus, int hag o deus le al leoù. Hag eñ a zegaso soñj eus o drougiezh pa vint tapet.

29  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc’h eus degaset soñj eus ho tireizhder, en ur lakaat ho tisentidigezh en noazh, en ur ziskouez ho pec’hedoù en hoc’h holl oberoù, peogwir hoc’h eus bet soñj anezho, e viot tapet gant an dorn-mañ.

30  Ha te, den disakr ha drouk, priñs Israel, deuet eo da zeiz, bremañ hag eo kaset d’e zibenn an direizhder.

31  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ra vo lamet an diarenn ha tennet ar gurunenn, cheñchet e vo an traoù, ar pezh a zo izel a vo uhelaet, ar pezh a zo uhel a vo izelaet.

32  A-dammoù, a-dammoù, a-dammoù, me a lakaio anezhi. Met kement-se ne c’hoarvezo nemet pa zeuio an hini en deus ar varnedigezh am bo roet dezhañ.

33  Ha te, mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn mibien Ammon hag o dismegañs: Lavar: Ar c’hleze, ar c’hleze a zo tennet, lufret eo bet evit lazhadegañ, evit kas da netra, evit luc’hediñ,

34  e-pad ma vez gwelet gweledigezhioù touellus evidout ha ma vez divinet gevier evidout, evit da lakaat war c’houzoug ar re zrouk lazhet, rak deuet eo o deiz, bremañ hag eo kaset d’e zibenn an direizhder.

35  Laka da gleze en e c’houin en-dro! El lec’h ma’z out bet krouet, e bro da orin e varnin ac’hanout.

36  Hag e skuilhin warnout va ernez, hag e c’hwezhin warnout tan va c’hounnar, hag e lakain ac’hanout etre daouarn tud garv, micherourien an distruj.

37  Dont a ri da vezañ preizh an tan, da wad a vo e-kreiz ar vro, ne vo ken soñj ac’hanout, rak me an AOTROU am eus komzet.

 

Pennad 22

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Ha te, mab an den, hag e varni? Hag e varni kêr wadsec’hedik? Ha ne roi ket dezhi da anavezout hec’h holl euzhusterioù?

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kêr hag a skuilh gwad en da greiz, evit ma teuio da zeiz, te hag a ra idoloù en da enep evit bezañ saotret,

4  kablus out deuet gant ar gwad ac’h eus skuilhet, hag en em saotret ec’h eus gant an idoloù ac’h eus graet. Diaraoget ec’h eus da zeizioù, hag aet out betek dibenn da vloavezhioù, setu perak e ran ac’hanout un dismegañs evit ar broadoù, ur c’hoapadenn evit an holl vroioù.

5  Ar re a zo tost hag ar re a zo pell a raio goap ac’hanout, te hag a zo saotret da vrud hag a zo leun a ziroll.

6  Setu en da greiz, priñsed Israel, pep hini hervez e nerzh, en deus en em staget da skuilhañ gwad.

7  Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac’het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz,

8  disprizet ac’h eus va zraoù santel, ha disakret va deizioù sabad,

9  droukkomzerien a zo bet en da greiz evit skuilhañ gwad, tud eus da greiz o deus debret war ar menezioù, tud eus da greie o deus graet traoù euzhus,

10  noazhder an tad a zo bet dizoloet en da greiz, gwallet eo bet ar vaouez e mare he saotradur en da greiz,

11  unan en deus graet euzhuster gant gwreg e nesañ, unan all en deus en em saotret gant e verc’h-kaer dre wadserc’h, unan all en deus gwallet e c’hoar, merc’h e dad, en da greiz,

12  degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ec’h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ec’h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac’haet ec’h eus, eme an Aotrou AOTROU.

13  Ha setu, skoet em eus dorn ouzh dorn en abeg da’z kwallc’hoant ac’h eus diskouezet ha da’z kwad a zo bet skuilhet en da greiz.

14  Da galon, daoust hag e talc’ho, da zaouarn, daoust hag e chomint start, d’an deizioù ma labourin en da enep? Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.

15  Da stlabezañ a rin e-touez ar broadoù, da strewiñ a rin e meur a vro, hag e tilamin da saotradur diouzhit.

16  Hag e vi vilaet drezout da-unan dirak daoulagad ar broadoù, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

17  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

18  Mab an den, ti Israel a zo deuet evidon da vezañ mergl. Holl int arem, staen, houarn ha plom en teuzlestr; mergl arc’hant ez int.

19  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma’z oc’h deuet holl da vezañ mergl, setu e tastumin ac’hanoc’h e-kreiz Jeruzalem.

20  Evel ma vez dastumet arc’hant, arem, houarn, plom ha staen en teuzlestr, ha ma vez c’hwezhet an tan a-raok o zeuziñ, evel-se e tastumin ac’hanoc’h em c’hounnar hag em fulor, hag e lakain ac’hanoc’h eno d’ho teuziñ.

21  Dastum a rin ac’hanoc’h, hag e c’hwezhin a-enep deoc’h tan va fulor, hag e viot teuzet en he c’hreiz.

22  Evel ma vez teuzet arc’hant en teuzlestr, evel-se e viot teuzet en he c’hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus skuilhet va fulor warnoc’h.

23  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

24  Mab an den, lavar dezhi: Te a zo un douar ha n’eo ket bet glanaet, na douraet gant glav en deiz an ernez.

25  Bez’ ez eus un irienn en he c’hreiz, a-berzh he frofeded a zo heñvel ouzh leoned o yudal hag o tiframmañ o freizh. Debret o deus eneoù, tapet o deus teñzorioù ha traoù prizius, liesaet o deus intañvezed en he c’hreiz.

26  Hec’h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N’o deus ket graet a ziforc’h etre an dra santel hag an dra voutin, n’o deus ket roet da anavezout etre an dra dic’hlan hag an dra c’hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.

27  He fennoù-bras en he c’hreiz a zo bet heñvel ouzh bleizi o tiframmañ o freizh, en ur skuilhañ gwad hag en ur goll eneoù evit gounidoù direizh.

28  He frofeded o deus o induet gant pri-raz; gweledigezhioù touellus ha diouganoù gaouiat o deus bet en ur lavarout: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, met an AOTROU n’en doa ket komzet.

29  Pobl ar vro o deus en em roet d’ar gwaskerezh, graet o deus laeroñsi, mac’het o deus ar glac’haret hag ar paour, gwasket o deus an diavaeziad a-enep pep reizhder.

30  Klasket em eus en o zouez unan bennak a adsavfe ar voger, hag en em zalc’hfe war ar freuz dirazon evit ar vro, evit na zistrujin ket anezhi, met ne’m eus kavet den.

31  Setu perak em eus skuilhet warno va fulor, pulluc’het em eus anezho gant tan va c’hounnar, hag e lakain o hentoù war o fenn, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 23

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, bez’ e oa div vaouez, merc’hed d’an hevelep mamm.

3  Gastaouiñ a rejont en Ejipt, gastaouiñ a rejont en o yaouankiz, o divronn a voe gwasket, askre o gwerc’hded a voe tarzhet.

4  An hini henañ a oa anvet Ohola (= he zeltenn hec’h-unan), hag he c’hoar Oholiba (= va zeltenn enni). Din e oant, hag e c’hanjont mibien ha merc’hed. An hini anvet Ohola eo Samaria, hag Oholiba eo Jeruzalem.

5  Ohola a gastaouas, ha koulskoude e oa din, hag e karas hec’h amourouzien, hec’h amezeien asiriat

6  gwisket a limestra, gouarnerien ha pennoù-bras, tud yaouank kaer holl anezho, marc’hegerien pignet war gezeg-red.

7  Koufonet he deus he gastaouerezh dezho, d’an dibab eus mibien Asiria, ha d’an holl re he deus karet, en em saotret he deus gant o holl idoloù.

8  N’he deus ket dilezet he gastaouerezh eus an Ejipt, pa o doa kousket ganti en he yaouankiz, tarzhet o doa askre he gwerc’hded ha skuilhet o hudurnez warni.

9  Setu perak em eus he lakaet etre daouarn hec’h amourouzien, etre daouarn mibien Asiria ma kare.

10  Dizoloet o deus he noazhder, tapet o deus he mibien hag he merc’hed, he lakaet o deus da vervel dre ar c’hleze. Deuet eo da vezañ brudet e-touez ar maouezed, goude ar barnedigezhioù graet warni.

11  He c’hoar Oholiba a welas kement-se, ha gwashoc’h e voe egeti, en ur ober muioc’h a c’hastaouerezh eget he c’hoar en he riboderezh.

12  Karout a reas mibien eus Asiria, gouarnerien ha pennoù-bras, hec’h amezeien gwisket kaer, marc’hegerien pignet war gezeg-red, tud yaouank kaer holl anezho.

13  Hag e welis he doa en em saotret, ha ma heulient o-daou an hevelep hent.

14  Mont a reas ouzhpenn en he gastaouerezh, rak, en ur welout skeudennoù tud war ar voger, skeudennoù eus ar Galdeiz livet e ruz,

15  o tougen gourizoù war o divgroazell, tulbanoù neuennus war o fenn, gant doare renerien evel mibien Vabilon ganet e Kaldea,

16  ec’h orgedas outo adalek sell kentañ he daoulagad, hag e kasas kannaded dezho da Galdea.

17  Mibien Vabilon a zo deuet d’he c’havout da c’hourvez hec’h orged, ha saotret o deus anezhi gant o gastaouerezh. Hi en em saotras ganto, hag e tistagas hec’h ene diouto.

18  Evel-se e tizoloas he gastaouerezh hag e tizoloas he noazhder. Hag e tistagas va ene diouti, evel m’en doa distaget va ene diouzh he c’hoar.

19  Rak liesaet he deus he gastaouerezh, o soñjal en deizioù he yaouankiz, pa c’hastaoue e bro Ejipt.

20  Hag ec’h orgedas ouzh hec’h amourouzien, ma oa o c’hig evel kig ezen hag o darempredoù evel darempredoù gant mirc’hi.

21  Distroet out da fallagriezh da yaouankiz, pa darzhe an Ejipsianed askre da werc’hded evit divronn da yaouankiz.

22  Setu perak, Oholiba, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savan da amourouzien a-enep dit, ar re en deus distaget da ene diouto, hag e tegasin anezho a bep tu a-enep dit,

23  mibien Vabilon hag an holl Galdeiz, Pekod, Shoa, Koa hag an Asiriz ganto, tud yaouank kaer holl anezho, gouarnourien ha pennoù-bras, aotrounez ha tud vrudet, pignet war gezeg-red holl anezho.

24  Dont a raint a-enep dit, gant armoù, kirri hag ijinoù-ruilh, ha pobloù e niver bras, hag e lakaint a-enep dit a bep tu skoedoù bras, skoedoù bihan ha tokarnoù. Hag e roin dezho ar varnedigezh, hag e varnint ac’hanout hervez o barnedigezhioù.

25  Hag e lakain va gwarizi a-enep dit, hag e raint dit gant fulor. Troc’hañ a raint dit da fri ha da zivskouarn, hag ar pezh a vano ac’hanout a gouezho dre ar c’hleze, tapout a raint da vibien ha da verc’hed, hag ar pezh a vano ac’hanout a vo pulluc’het gant an tan.

26  Diwiskañ a raint da zilhad dit, hag e lamint kuit da vragerizoù a lakaez.

27  Hag e rin paouez da zrougiezh a-ziouzhit ha da c’hastaouerezh eus bro Ejipt, ne savi ken da zaoulagad war-zu enno, ha na’z po ken soñj eus an Ejipt.

28  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakain ac’hanout etre daouarn ar re a gasaez, etre daouarn ar re en deus distaget da ene diouto.

29  Ober a raint ouzhit gant kasoni, tapout a raint frouezh da labour, hag e tilezint ac’hanout en noazh, noazh-bev. Dizoloet e vo noazhder da avoultriezh, da dorfedoù ha da c’hastaouerezh.

30  Graet e vo an traoù-se dit dre ma ec’h eus gastaouet e-kichen ar broadoù, dre ma ec’h eus en em saotret gant o idoloù.

31  Kerzhet ec’h eus war hent da c’hoar, setu perak e lakain hec’h hanaf en da zorn.

32  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evañ a ri hanaf da c’hoar, don ha ledan e vo, bez’ e vi un dra vezhus hag ur c’hoapadenn, ha bras eo e endalc’had.

33  Leuniet e vi a vezventi hag a c’hlac’har dre hanaf an distruj hag ar rivin, a zo hanaf da c’hoar Samaria.

34  Evañ a ri anezhañ, hag en goullonderi. Krignat a ri an tammoù outañ, hag e rogi da zivronn, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

35  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec’h eus va ankounac’haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c’hastaouerezh.

36  An AOTROU a lavaras din: Mab an den, ha ne varni ket Ohola hag Oholiba? Disklêr dezho o euzhusterioù,

37  penaos o deus graet avoultrerez hag ez eus gwad war o daouarn; ya, graet o deus avoultrerez gant o idoloù, ha zoken lakaet o deus o mibien da dremen dre an tan, ar re o doa ganet din, evit o debriñ.

38  Setu amañ ar pezh o deus graet c’hoazh din: En un hevelep deiz o deus saotret va santual ha disakret va deizioù sabad.

39  Goude bezañ aberzhet o mibien d’o idoloù, en hevelep deiz ez int aet da’m santual evit e zisakrañ; setu ar pezh o deus graet e-kreiz va zi.

40  Hag ouzhpenn-se, kaset o deus da gerc’hat tud o tont eus ur vro bell, kaset o deus kannaded dezho, ha setu, deuet int. Evito ec’h eus en em walc’het, livet da zremm ha kinklet gant bragerizoù,

41  azezet ec’h eus war ur gwele pompadus, ma oa kempennet un daol dirazañ, ha lakaet ec’h eus va ezañs ha va eoul warni.

42  Eno e veze klevet trouz un engroez laouen, hag e-touez ar bern tud-mañ e voe degaset Sabeaned eus ar gouelec’h, o deus lakaet kelc’hennoù ouzh o daouarn ha kurunennoù kaer war o fennoù.

43  Ha lavaret em eus diwar-benn an hini koshaet gant an avoultriezh: Hag e talc’hint bremañ da c’hastaouiñ ganti, hag hi ganto?

44  Hag e teujont d’he c’havout, evel ma’z eer da gavout ur c’hast; evel-se ez ejont da gavout Ohola hag Oholiba, maouezed leun a zrougiezh.

45  Met tud reizh o barno, evel ma vez barnet avoultrerezed hag evel ma vez barnet ae re a skuilh gwad, rak avoultrerezed ez int ha gwad a zo war o daouarn.

46  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakaio ur strollad da bignat a-enep dezho, hag e vint roet d’an dismegañs ha d’ar preizherezh.

47  Hag ar strollad-mañ a veinataio anezho gant mein, hag o drailho a-dammoù gant ar c’hleze; lazhañ a raint o mibien hag o merc’hed, hag e tevint o ziez dre an tan.

48  Hag e rin paouez an drougiezh er vro, hag an holl vaouezed a vo desket tremen hep heñvelout ouzh o drougiezh.

49  Lakaet e vo ho trougiezh da gouezhañ warnoc’h, dougen a reot pec’hedoù hoc’h idoloù, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

 

Pennad 24

1  D’an navet bloaz, d’an dekvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, skriv anv an deiz-mañ evidout da-unan, ya an deiz-mañ, rak roue Babilon a dosta ouzh Jeruzalem en deiz-mañ.

3  Kinnig ur barabolenn d’an ti disent, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Laka ar gaoter, laka-hi, ha skuilh enni dour.

4  Dastum enni an tammoù, an holl dammoù mat, morzhed ha skoaz, ha leugn anezhi a eskern eus an dibab.

5  Kemer un dañvad eus an dibab, ha laka ur bern eskern da zeviñ dindani, laka da virviñ a-verv-bras evit ma poazho ivez an eskern a zo e-barzh.

6  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d’ar gêr wadsec’hedik, kaoter leun a vergl, hag he mergl na zistag ket diouti! Lam tamm-ha-tamm diouti, hep tennañ d’ar sord.

7  Rak he gwad a zo en he c’hreiz, e lakaet he deus war ar roc’h noazh, n’he deus ket e skuilhet war an douar evit e c’holeiñ gant poultrenn.

8  Evit lakaat va fulor da bignat hag evit sevel an dial, em eus lakaet he gwad war ar roc’h noazh, evit na vefe ket goloet.

9  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d’ar gêr wadsec’hedik, me ivez a raio un tantad.

10  Dastum koad, enaou an tan, poazh ar c’hig holl, mesk gant spisoù, ha ra vo poazhet an eskern.

11  Ha laka anezhi goullonderet war ar glaou, evit ma tommo ha ma teuio hec’h arem da vezañ devus, ma teuzo en he diabarzh he hudurniezh, ha ma vo kuzumet he mergl.

12  Skuizhañ a ra gant he gevier, he mergl bras n’eo ket distaget diouti, mont a raio he mergl d’an tan.

13  Drougiezh ‘zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c’hlanaat, n’out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na’m bo sevenet va c’hounnar a-enep dit.

14  Me an AOTROU am eus komzet, hag e c’hoarvezo, henn ober a rin. Ned in ket war-dreñv, ha ne’m bo na truez na keuz. Barnet e vi hervez da hentoù hag hervez da oberoù, eme an Aotrou AOTROU.

15  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

16  Mab an den, setu, a-daol-trumm e tilamin diganit plijadur da zaoulagad. Met ne zougi ket kañv, ne oueli ket, ne lezi ket da zaeroù da redek.

17  Hirvoud er sioulded, na zoug ket ar c’hañv evel ma vez graet d’an ordinal d’ar re varv, stag da dulban warnout, laka da votoù ouzh da dreid, na guzh ket da varv, na zebr ket bara ar re all.

18  Diouzh ar mintin e komzis ouzh ar bobl, ha d’abardaez e varvas va gwreg; hag e ris d’antronoz evel ma oa bet gourc’hemennet din.

19  Ar bobl a lavaras din: Ha ne zisklêri ket deomp petra eo evidomp ar pezh a rez?

20  Lavarout a ris dezho: Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

21  Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc’h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc’h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc’hed hoc’h eus lezet a gouezho dre ar c’hleze.

22  Neuze e reot evel m’em eus graet, ne guzhot ket ho parv, ne zebrot ket bara ar re all,

23  ho tulbanoù a vo war ho pennoù, ho potoù ouzh ho treid, ne zougot ket kañv, ne ouelot ket, met skoet e viot a langis en abeg d’ho tireizhder, hag e huanadot an eil gant egile.

24  Ezekiel a vo evidoc’h un arouez, ober a reot hervez kement en deus graet. Ha pa c’hoarvezo kement-se, e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.

25  Ha te mab an den, en deiz ma lamin o nerzh diganto, levenez o gloar, plijadur o daoulagad, an dra a zo staget o eneoù outi, o mibien hag o merc’hed,

26  en deiz-se, un tec’had a zeuio da’z c’havout da zisklêriañ kement-se da’z taoulagad.

27  En deiz-se da c’henoù a zigoro d’an tec’had, hag e komzi ha ne vi ken mut, hag e vi evito un arouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 25

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh mibien Ammon, hag e profedi a-enep dezho.

3  Lavar da vibien Ammon: Selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec’h eus lavaret: A! A! a-enep va santual pa voe disakret, hag a-enep bro Israel pa voe glac’haret, hag a-enep ti Juda pa’z eas d’an harlu,

4  en abeg da-se e roan ac’hanout da vibien ar sav-heol e perc’henniezh. Lakaat a raint o c’hamp en da greiz hag e raint du-se o annez, debriñ a raint da frouezh hag ec’h evint da laezh.

5  Hag e lakain Rabba da vezañ ur peuriñ evit ar c’hañvaled, ha bro mibien Ammon ur c’hraou evit an deñved, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

6  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec’h eus stlaket da zaouarn ha skoet da dreid, ha laouenaet faeüs en da ene diwar-benn bro Israel,

7  en abeg da-se ec’h astennan va dorn warnout, da reiñ a ran evel preizh d’ar broadoù, da lemel a ran kuit a-douez ar pobloù, da zistrujañ a ran a-douez ar broioù, da lazhañ a ran, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

8  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir o deus lavaret Moab ha Seir: Setu, emañ ti Juda evel an holl vroadoù,

9  en abeg da-se e tigoran kostez Moab, an hini ouzh he c’hêrioù, he c’hêrioù-harz, kaerder ar vro, Bet-Jeshimod, Baal-Meon, Kirjataim,

10  da vibien ar sav-heol, gant mibien Ammon. O reiñ a ran dezho e perc’henniezh, evit na vo ken renket mibien Ammon e-touez ar broadoù.

11  Hag e rin va barnedigezhioù a-enep Moab, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

12  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet Edom d’ar veñjañs e-keñver ti Juda, ha deuet kablus oc’h en em veñjiñ warno,

13  evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec’h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c’hleze.

14  Hag e sevenin va veñjañs war Edom dre zorn va fobl Israel. Graet e vo a-enep Edom hervez va c’hounnar hag hervez va fulor, hag ec’h anavezint va veñjañs, eme an Aotrou AOTROU.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet ar Filistined d’ar veñjañs, oc’h en em veñjiñ faeüs en o ene, betek distrujañ holl dre gasoni beurbadus,

16  evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war ar Filistined, lakaat a ran ar Geretiz d’ar marv, distrujañ a ran an nemorant a zo war vord ar mor.

17  Hag e sevenin ur veñjañs vras warno dre gastizoù a fulor, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa sevenin va veñjañs warno.

 

Pennad 26

1  D’an unnekvet bloaz, d’ar c’hentañ deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, peogwir he deus lavaret Tir a-enep Jeruzalem: A! A! Torret eo dor ar pobloù, treiñ a reer etrezek ennon, me en em leunio, gwastet eo,

3  evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Tir, hag e lakain meur a vroad da bignat a-enep dit, evel ma laka ar mor e goummoù da bignat.

4  Distrujañ a raint mogerioù Tir, hag e tiskarint he zourioù. Raklañ a rin he foultr diwarni, hag e rin anezhi evel ur roc’h noazh.

5  Hag e vo war ar mor ul lec’h ma astenner ar rouedoù, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU. Hag e vo ur preizh evit ar broadoù.

6  He merc’hed hag a zo war ar maez a vo lazhet dre ar c’hleze, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

7  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakaan da zont eus an hanternoz Nebukadnezar roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc’hegerien, hag un niver bras a dud.

8  Lazhañ a raio gant ar c’hleze da verc’hed a zo war ar maez, hag e raio kreñvlec’hioù en da enep, hag e savo tosennoù en da enep, hag e winto an diren en da enep.

9  Hag e lakaio e vekanikoù-brezel a-enep da vogerioù, hag e tiskaro da zorojoù gant e vorzholioù.

10  Poultr e gezeg a c’holoio ac’hanout en abeg d’o niver bras. Da vogerioù a greno gant trouz ar varc’hegerien, ar rodoù hag ar c’hirri, pa’z aio dre da dorojoù evel ma’z eer en ur gêr freuzet he moger.

11  Mac’hañ a raio da holl straedoù gant karnioù e gezeg, hag e lazho da bobl gant ar c’hleze, ha savadurioù da c’halloud a vo diskaret d’an douar.

12  Hag e laerint da binvidigezhioù, hag e preizhint da varc’hadourezh, hag e freuzint da vogerioù, hag e tiskarint da diez a blijadur. Hag e taolint kuit da vein, da brennoù ha da zismantroù e-kreiz an doureier.

13  Hag e lakain da baouez trouz da ganaouennoù; ha son da delennoù ne vo ket klevet.

14  Hag e rin ac’hanout evel ur roc’h noazh, ul lec’h evit astenn ar rouedoù, ne vi ken adsavet, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Tir: Gant trouz da lamm, pa huanado ar c’hloazidi, pa vo al lazhadeg en da greiz, an inizi a greno.

16  Holl briñsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec’h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.

17  Hag e tisplegint ur c’hlemmgan warnout, hag e lavarint dit: Penaos ez out distrujet, te hag a oa poblet gant tud ar mor, kêr vrudet ha galloudek war vor, te ha da annezidi hag a daole ar spont war ar re a oa o chom eno?

18  An inizi a gren en deiz da lamm, ya, inizi ar mor a zo spouronet diwar-benn da ziwezh.

19  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa rin ac’hanout ur gêr wastet, heñvel ouzh ar c’hêrioù n’o deus ket a annezidi, pa lakain an donder da bignat a-enep dit, ha pa c’holoio an doureier bras ac’hanout,

20  da deurel a rin d’an traoñ gant ar re a ziskenn er poull, gant ar bobl a-wechall, hag e lakain ac’hanout e lec’hioù izelañ an douar, e lec’hioù glac’haret pell ‘zo gant ar re a ziskenn er poull, evit na vi ken tudet. Mirout a rin ar c’hloar evit douar ar re vev.

21  Ober a rin ur spont ac’hanout, ha ne vi ken. Klasket e vi, met ne vi ket kavet, biken, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 27

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Te, mab an den, displeg ur c’hlemmgan a-enep Tir,

3  ha lavar da Dir: Te, hag a zo o chom war vord ar mor, hag a ra kenwerzh gant ar pobloù eus inizi niverus, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Tir, lavaret ec’h eus: Me a zo peurvat a gaerder!

4  Da harzoù a zo e kalon ar morioù, ar re o deus da savet o deus peurc’hraet da gaerder.

5  Graet o deus da lambruskoù gant siprez eus Senir, kemeret o deus sedrez eus al Liban evit ober da wernioù,

6  graet o deus da roeñvoù gant derv eus Basan, ha da c’horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim.

7  Lin fin eus an Ejipt gant broderezh en deus servijet dit da ouelioù ha da vanniel, gwisket ec’h eus dilhad limestra ha tane eus inizi Elisha.

8  Tud eus Sidon hag Arvad a zo bet da roeñverien. O Tir, ar re ijinusañ en da greiz a zo bet da sturien.

9  Henaourien eus Gebal hag he micherourien ijinus a zo bet en da greiz evit dresañ da freuzoù. Holl listri ar mor hag o martoloded a zo bet en da greiz evit ober kenwerzh gant da varc’hadourezh.

10  Tud eus Persia, Lud ha Pud (= Libia) a zo bet ez armead evel soudarded; ispilhet o deus en da di ar skoed hag an tokarn, splannder o deus roet dit.

11  Mibien Arvad a zo bet gant da soudarded war da vogerioù tro-dro, ha tud kadarn a zo bet en da dourioù, ispilhet o deus ar skoed war da vogerioù tro-dro, peurc’hraet o deus da gaerder.

12  Tarsiz he deus graet kenwerzh ganit en abeg da’z pinvidigezhioù a bep seurt, o pourvezañ da varc’hadoù gant arc’hant, houarn, staen ha plom.

13  Javan, Tubal ha Meshek a zo bet da varc’hadourien, oc’h eskemm sklaved ha listri arem ouzh da varc’hadourezh.

14  Tud eus ti Togarma o deus pourvezet da varc’hadoù gant kezeg-tenn, kezeg-brezel ha muled.

15  Mibien Zedan a zo bet da varc’hadourien; kenwerzh gant inizi niverus a zo bet etre da zaouarn, hag ec’h eus resevet en donezon kerniel olifant hag ebena.

16  Siria he deus graet kenwerzh ganit en abeg da fonnusted da draoù; pourvezet he deus da varc’hadoù gant emrodez, tane, broderezh, lin fin, koural ha rubiz.

17  Juda ha bro Israel a zo bet da varc’hadourien, oc’h eskemm gwinizh eus Minnid, pastezerezh, mel, eoul ha balzam ouzh da varc’hadourezh.

18  Damask he deus graet kenwerzh ganit en abeg da fonnusted da draoù ha da’z pinvidigezhioù a bep seurt, o reiñ dit gwin eus Helbon ha gloan gwenn.

19  Ha Dan ha Javan, adalek Uzal, o deus pourvezet da varc’hadoù gant houarn-goveliañ, spisoù ha raoskl.

20  Dedan a zo bet da varc’hadourien e mezheroù prizius evit pignat war varc’h.

21  Arabia hag holl briñsed Kedar o deus graet kenwerzh etre da zaouarn o werzhañ dit deñved, meot ha bouc’hed.

22  Marc’hadourien Seba ha Raema a zo bet da varc’hadourien, o pourvezañ da varc’hadoù gant gwellañ louzoù-frondus, mein prizius a bep seurt hag aour.

23  Haran, Kanne hag Eden, gant marc’hadourien Seba, Asiria ha Kilmad a zo bet da varc’hadourien.

24  Da varc’hadourien int bet e traoù eus an dibab, e dilhad limestra, e broderezh, e mezheroù prizius lakaet e koufroù ereet gant kerdin ha graet gant koad sedrez, degaset war da varc’hadoù.

25  Listri Tarsiz o deus mordoet evit da genwerzh. Leuniet out bet, e barr da vrud ez out bet e kalon ar morioù.

26  Da roeñverien o deus da gaset war an doureier bras. Avel ar sav-heol en deus freuzet ac’hanout e kalon ar morioù.

27  Da binvidigezhioù, da varc’hadoù, da genwerzh, da vartoloded, da sturierien, da zreserien-freuz, merourien da genwerzh, da holl dud a vrezel a oa du-se, an holl engroez a oa en da greiz, a gouezho e kalon ar morioù en devezh da lamm.

28  Gant trouz kriadenn da sturien, e kreno an douaroù tro-dro.

29  An holl re a embreg ar roeñv, ar vartoloded hag holl sturierien ar mor a ziskenno eus o listri hag en em zalc’ho war an douar,

30  hag e lakaint o mouezh da vezañ klevet warnout, hag e c’harmint c’hwerv, hag e taolint poultr war o fenn, hag en em ruilhint el ludu,

31  hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c’hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c’hwervoni en o ene, ha gant ur glac’har bras,

32  hag e tisplegint ur c’hlemmgan warnout en ur hirvoudiñ, hag e klemmint diwar da benn: Piv a voe evel Tir, didrouz e-kreiz ar mor?

33  Pa’z ae en tu all d’ar morioù da varc’hadourezh, ec’h eus leuniet pobloù niverus, dre vrasted da binvidigezhioù ha da genwerzh ec’h eus pinvidikaet rouaned an douar,

34  ha bremañ ez out freuzet dre ar morioù, e donder an doureier, da varc’hadourezh ha da holl engroez a zo kouezhet ganit.

35  Holl dud an inizi a zo spouronet en abeg dit, o rouaned a zo spontet euzhus, o dremmoù a zo trejeboulet.

36  Marc’hadourien ar pobloù a c’hwitell warnout, deuet out da vezañ ur saouzan, ha ne vi ken, biken!

 

Pennad 28

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec’h eus lavaret: Me ‘zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma’z out nemet un den ha nann Doue, ec’h eus lakaet da galon evel kalon un doue.

3  Setu, furoc’h out eget Daniel, sekred ebet n’eo teñval evidout.

4  Dre da furnez ha da skiant ec’h eus daspugnet pinvidigezhioù, ha dastumet aour hag arc’hant ez teñzorioù.

5  Dre vraster da furnez ha dre da genwerzh ec’h eus kresket da binvidigezhioù, hag en abeg da’z pinvidigezhioù eo en em uhelaet da galon.

6  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma ec’h eus lakaet da galon evel kalon un doue,

7  en abeg da-se, setu, e lakain diavaezidi da zont a-enep dit, ar re daerañ eus ar broadoù, hag e tennint o c’hleze a-enep da furnez skedus, hag e saotrint da splannder.

8  Hag e taolint ac’hanout d’ar poull, hag e varvi evel ma varv ar re a zo lazhet e kalon ar morioù.

9  Daoust hag e lavari dirak an hini a lakaio ac’hanout d’ar marv: Me ‘zo un doue? N’out nemet un den ha nann Doue etre daouarn an hini a lazho ac’hanout.

10  Hag e varvi eus marv an diamdroc’hidi, dre zorn an diavaezidi, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

11  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

12  Mab an den, displeg ur c’hlemmgan diwar-benn roue Tir, hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bez’ e oas siellet e-krec’h, leun a furnez, peurvat e kaerder,

13  en em gavet out bet en Eden, e liorzh Doue, goloet gant mein prizius a bep seurt, kornalin, topaz, diamant, krizolit, oniks, yalp, safir, skarboukl, emrodez hag aour. Oberidigezh an taboulinoù hag ar fleütoù a zo bet du-se, kempennet evit an deiz ma voes krouet.

14  Ur cherubin ez out bet, olevet evit diwall; da lakaet em boa war venez santel Doue, kerzhet ec’h eus e-kreiz ar mein-tan.

15  Didamall out bet ez hentoù, abaoe an deiz ma voes krouet, betek ma voe kavet direizhder ennout.

16  E-kreiz fonnusted da genwerzh, leuniet out bet a feulster, ha pec’het ec’h eus. Neuze e taolan ac’hanout, disakr, diouzh menez Doue, hag e tistrujan ac’hanout, cherubin diwaller, a-douez ar mein-tan.

17  Da galon a zo en em uhelaet en abeg da’z kaerder, hag ec’h eus gwashaet da furnez en abeg da’z splannder. Da deurel a rin d’an douar, hag e lakain ac’hanout dirak ar rouaned evit ma sellint ouzhit.

18  Dre fonnusted da zireizhder, dre zislealded da genwerzh, ec’h eus disakret da santualioù. Lakaat a rin da sevel eus da greiz un tan a zebro ac’hanout, hag e lakain ac’hanout da vezañ ludu war an douar, dirak an holl re a sello ouzhit.

19  An holl re a anavez ac’hanout, e-touez ar pobloù, a vo sabatuet diwar da benn; bez’ e vi ur saouzan, ha ne vi ken, biken!

20  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

21  Mab an den, tro da zremm ouzh Sidon, hag e profedi a-enep dezhi.

22  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Sidon, hag e vo roet gloar din en da greiz. Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa rin va barnedigezhioù a-enep dezhi, ha ma tiskouezin va santelezh.

23  Kas a rin ar vosenn en he c’hreiz, hag ar gwad en he straedoù. Ar c’hloazidi a gouezho en he c’hreiz dre ar c’hleze a skoio anezhi a bep tu, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

24  Ne vo ken un drezenn flemmus evit ti Israel, nag un draenenn gloazus, e-touez ar re a zo tro-dro dezhi hag a zispriz anezhi, hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.

25  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m’emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da’m servijer Jakob.

26  Bez’ e vint o chom ennañ e surentez, hag e savint tiez, hag e plantint gwini. Ya, bez’ e vint o chom ennañ e surentez, pa em bo graet va barnedigezhioù a-enep ar re a zo tro-dro dezho hag o dispriz, e ouezint ez on me an AOTROU o Doue.

 

Pennad 29

1  D’an dekvet bloaz, d’an dekvet miz, d’an daouzekvet eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e profedi a-enep dezhañ hag a-enep an Ejipt a-bezh.

3  Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.

4  Lakaat a rin ur c’hrog ouzh da javed, hag e stagin pesked da stêrioù ouzh da skant. Me a denno ac’hanout a-greiz da stêrioù, gant holl besked da stêrioù staget ouzh da skant.

5  Da deurel a rin d’ar gouelec’h, te hag holl besked da stêrioù, hag e kouezhi war-c’horre ar maezioù; ne vi na dastumet na tapet, roet e vi e peuriñ da loened an douar ha da laboused an neñv.

6  Hag holl annezidi an Ejipt a ouezo ez on me an AOTROU, dre ma vint bet nemet ur vazh korz evit ti Israel.

7  P’o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec’h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa’z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec’h eus lakaet o holl lounezhi difiñv.

8  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakain ar c’hleze da zont warnout, hag e tilamin eus da greiz tud ha loened.

9  Bro Ejipt a zeuio da vezañ ur glac’har hag ur rivin, hag e ouezint ez on me an AOTROU, rak lavaret en deus: Ar stêr a zo din, me am eus graet anezhi.

10  Setu perak em eus droug ouzhit hag ouzh da stêrioù, hag e lakain bro Ejipt da vezañ ur rivin bras hag ur glac’har, adalek Migdol betek Sien ha betek harzoù Kush (= Etiopia).

11  Troad den ne dremeno enni, ha troad loen ebet ne dremeno kennebeut, hag e-pad daou-ugent vloaz ne vo ket poblet.

12  Lakaat a rin bro Ejipt da vezañ ur glac’har e-touez ar broioù glac’haret, he c’hêrioù a vo distro e-pad daou-ugent vloaz e-touez kêrioù rivinet. Hag e stlabezin an Ejipsianed e-mesk ar broadoù, hag o strewin e meur a vro.

13  Koulskoude evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-benn daou-ugent vloaz e tastumin an Ejipsianed a-douez ar pobloù ma vint bet stlabezet enno,

14  hag e tegasin en-dro re zalc’het an Ejipt, hag e rin dezho mont en-dro da vro Batroz, en o bro c’henidik, met eno e vint ur rouantelezh dinerzh.

15  Hag e vo an izelañ eus ar rouantelezhioù, ne savo ken dreist ar broadoù, he dinerzhañ a rin evit na reno ken war ar broadoù.

16  Ne lakaio ken ti Israel e fiziañs enni, hag o devo soñj eus o direizhder pa droent etrezek enni. Hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.

17  D’ar seizhvet bloaz warn-ugent, d’ar c’hentañ miz, d’ar c’hentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

18  Mab an den, Nebukadnezar roue Babilon en deus lakaet e armead d’ober ur servij poanius a-enep Tir. An holl bennoù a zo deuet da vezañ moal hag an holl divskoaz kignet; ha n’en deus bet gopr ebet eus Tir, nag eñ nag e armead, evit ar servij en deus graet a-enep dezhi.

19  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e roan bro Ejipt da Nebukadnezar roue Babilon. Sevel a raio kuit hec’h engroez, hag e kaso gantañ ar preizh, hag e raio riñs; kement-se a vo gopr e armead.

20  Evit paeañ al labour en deus graet a-enep Tir, e roan dezhañ bro Ejipt, rak oberiet o deus evidon, eme an Aotrou AOTROU.

21  En deiz-se e lakain ur c’horn da vountañ da di Israel, hag e tigorin dit da c’henoù en o zouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 30

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Yudit: Devezh paour!

3  Rak tost eo an deiz, ya tost eo deiz an AOTROU, deiz a goumoul, deiz ar broadoù e vo.

4  Ar c’hlere a zeuio war an Ejipt, spouron a vo e Kush (= Etiopia), pa gouezho en Ejipt ar re skoet d’ar marv, ha pa vo lamet kuit hec’h engroez ha distrujet he diazezoù.

5  Kush, Pud ha Lud, an holl Arabia ha Kub, hag holl vibien bro an emglev, a gouezho ganto dre ar c’hleze.

6  Evel-henn e komz an AOTROU: Skoazellerien an Ejipt a gouezho, ha lorc’h he nerzh a vo izelaet. Adalek Migdol betek Sien, e kouezhint dre ar c’hleze en he c’hreiz, eme an Aotrou AOTROU.

7  Hag e vint glac’haret e-touez ar broioù glac’haret, he c’hêrioù a vo e-touez kêrioù rivinet.

8  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet an tan en Ejipt, ha pa vo brevet hec’h holl skoazellerien.

9  En deiz-se e yelo kannaded eus va ferzh war listri da spontañ Kush en he surentez, hag e vo spouron en o zouez evel e devezh an Ejipt, rak setu, dont a ra.

10  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kas a rin da netra engroez an Ejipt dre zorn Nebukadnezar roue Babilon.

11  Eñ hag e bobl gantañ, ar spontusañ eus ar broadoù, a vo degaset da zistrujañ ar vro. Tennañ ar raint o c’hlezeier a-enep an Ejipsianed, hag e leugnint ar vro a dud skoet d’ar marv.

12  Hag e tisec’hin ar stêrioù, hag e lakain ar vro etre daouarn tud drouk; gwastañ a rin ar vro hag ar pezh a zo ennañ dre zorn diavaezidi. Me an AOTROU am eus komzet.

13  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.

14  Hag e wastin Patroz, an tan a lakain e Zoan, ha va barnedigezhioù a rin war No.

15  Skuilhañ a rin va fulor war Sin, kreñvlec’h an Ejipt, hag e kasin da netra engroez No.

16  An tan a lakain en Ejipt, Sin a vo tapet gant glac’haroù bras, No a vo roget gant freuzoù a bep seurt, ha Nof a vo argadet e kreiz an deiz.

17  Tud yaouank kaer eus On ha Pi-Besed a gouezho dre ar c’hleze; int o-unan a yelo d’ar prizonerezh.

18  E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc’h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc’hed a yelo d’ar prizonerezh.

19  Ober a rin va barnedigezhioù war an Ejipt, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

20  D’an unnekvet bloaz, d’ar c’hentañ miz, d’ar seizhvet eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

21  Mab an den, torret em eus brec’h Faraon roue an Ejipt, ha setu, n’eo ket bet bandennet evit he fareañ, n’eo ket bet paket evit hec’h eren hag he startaat, hag evit ma c’hellfe kregiñ ar c’hleze.

22  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e torrin dezhañ e zivrec’h, an hini yac’h hag an hini dorret, hag e lakain ar c’hleze da gouezhañ eus e zorn.

23  Strewiñ a rin an Ejipsianed e-touez ar broadoù, hag o stlabezin er broioù.

24  Nerzhekaat a rin divrec’h roue Babilon, hag e lakain va c’hleze en e zorn, met terriñ a rin divrec’h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d’ar marv.

25  Nerzhekaat a rin divrec’h roue Babilon, met kouezhañ a raio divrec’h Faraon. Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet va c’hleze e dorn roue Babilon, ha p’en devo e astenn war-zu bro Ejipt.

26  Hag e strewin an Ejipsianed e-touez ar broadoù, hag o stlabezin er broioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 31

1  D’an unnekvet bloaz, d’an trede miz, d’ar c’hentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, lavar da Faraon roue an Ejipt ha d’e engroez: Ouzh piv ez out heñvel ez praster?

3  Setu, Asiria a zo bet evel ur sedrezenn eus al Liban, gant skourroù kaer ha delioù stank o reiñ disheol; bez’ e oa uhel a vent, he beg o sevel e-kreiz skoultrigoù fetis.

4  An doureier o deus he lakaet da greskiñ, an donder en deus he lakaet da bignat uhel, he stêrioù a rede en-dro d’al lec’h ma oa plantet, hag e kase e ganolioù war-zu holl wez ar parkeier.

5  Setu perak he deus tremenet hec’h uhelder e-biou da holl wez ar parkeier, liesaet eo bet he skourroù, hag he barroù o deus en em astennet a-drugarez d’an doureier bras he lakae da greskiñ.

6  Holl laboused an neñvoù o deus neizhiet en he skourroù, holl loened ar parkeier o deus kolenet dindan he barroù, hag holl vroadoù bras o deus bet o chom ouzh he skeud.

7  Kaer e oa en he braster ha gant he skourroù astennet, dre ma sanke he gwrizioù en doureier don.

8  Sedrez liorzh Doue ne lame digantañ netra eus he c’haerder, ar siprez ne hañvalent ket ouzh he skourroù, hag ar plataned ne oant ket heñvel ouzh he barroù. Gwezenn ebet eus liorzh Doue ne oa heñvel outi en he c’haerder.

9  He graet em boa kaer gant he brankoù niverus, hag holl wez Eden e liorzh Doue a oa gwarizius outi.

10  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma oa uhel a vent ha ma save he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, dre ma oa lorc’hus he c’halon eus hec’h uhelder,

11  lakaet em eus anezhi etre daouarn ar galloudeg eus ar broadoù, a raio dezhi evel ma tere; he c’haset em eus kuit en abeg d’he zorfedoù.

12  Diavaezidi, ar spontusañ eus ar broadoù, o deus he zroc’het hag he zaolet kuit. He skourroù a zo kouezhet war ar menezioù hag en holl draoniennoù, hag he skoultrigoù a zo bet torret en holl stêrioù ar vro. Holl bobloù an douar o deus en em dennet eus he skeud hag o deus he dilezet.

13  Holl laboused an neñvoù o deus en em zalc’het en he dismantroù, hag holl loened ar parkeier a zo aet etre he barroù,

14  evit na vo ken gwezenn douraet ebet uhel a vent, evit na savo ken he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, evit n’en em zalc’ho ken en o uhelder ar re a ev dour. Rak an holl a vo lakaet d’ar marv e donderioù an douar, e-touez mibien an dud, gant ar re a ziskenn d’ar poull.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz ma tiskennas da lec’h ar marv, lakaet em eus dougen kañv, goloet em eus an donder eviti, harzet em eus ouzh he stêrioù da redek, dalc’het e voe an doureier bras, lakaet em eus al Liban e kañv eviti, hag holl wez ar parkeier a zo bet gwanaet en abeg dezhi.

16  Brañsellet em eus ar broadoù gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec’h ar marv gant ar re a ziskenn d’ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellañ hag an dibab eus al Liban, an holl oc’h evañ dour, a voe frealzet e donderioù an douar.

17  Int ivez a zo diskennet ganti da lec’h ar marv, etrezek ar re a zo bet lazhet dre ar c’hleze; he brec’h e oant bet, o chom en he skeud e-touez ar broadoù.

18  Ouzh piv out bet heñvel evel-se, e gloar hag e braster, e-touez gwez Eden? Taolet e vi d’an traoñ gant gwez Eden, e donderioù an douar. Gourvezet e vi e-touez an diamdroc’hidi, gant ar re a zo bet lazhet dre ar c’hleze. Setu Faraon hag e holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 32

1  D’an daouzekvet bloaz, d’an daouzekvet miz, d’ar c’hentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, displeg ur c’hlemmgan diwar-benn Faraon roue an Ejipt, hag e lavari dezhañ: Bet out evel ul leon yaouank e-touez ar broadoù, hag evel an euzhvil a zo er morioù. En em deurel a raes ez stêrioù, hag e saotres an doureier gant da dreid, hag e leunie a fank o gwazhioù.

3  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn rin va roued warnout, en un niver bras a bobloù, hag e tennint ac’hanout em roued.

4  Da zilezel a rin war an douar, da daolin war-c’horre ar parkeier, lakaat a rin holl laboused an neñvoù da chom warnout, hag e roin o gwalc’h ac’hanout da loened an douar holl.

5  Lakaat a rin da gig war ar menezioù, hag e leugnin an traoniennoù gant da zismantroù.

6  Dourañ a rin gant da wad, betek ar menezioù, ar vro ma neuñvez ennañ, hag an naozioù a vo leuniet ac’hanout.

7  Pa steuzin ac’hanout, e c’holoin an neñvoù hag e teñvalain o stered, goleiñ a rin an heol a goumoul hag al loar ne roio ken e sklêrijenn.

8  Abalamour dit, e teñvalain an holl c’houlaouennoù a sklêrijenn an neñvoù, hag e skuilhin an deñvalijenn war da vro, eme an Aotrou AOTROU.

9  Hag e nec’hin kalon kalz a bobloù, pa zisklêrin da zistruj e-touez ar broadoù, betek broioù ne’c’h eus ket anavezet.

10  Leuniañ a rin a spont kalz a bobloù diwar da benn, hag o rouaned a vo spouronet en abeg dit pa hejin a-us dezho va c’hleze. Krenañ a raint dalc’hmat, pep hini anezho evit e vuhez, e deiz da lamm.

11  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kleze roue Babilon a zeuio warnout.

12  Diskar a rin da engroez dre glezeier ar c’halloudeien, ar re daerañ eus ar broadoù, holl anezho. Hag e tistrujint lorc’h an Ejipt, hag hec’h holl engroez a vo kaset da netra.

13  Hag e tistrujin hec’h holl loened e-kichen an doureier bras. Troad den ebet n’o saotro ken, ha botez loen ebet n’o saotro kennebeut.

14  Neuze e sioulain an doureier, hag e lakain he stêrioù da redek evel eoul, eme an Aotrou AOTROU.

15  Pa em bo lakaet bro an Ejipt da vezañ un dismantr, pa vo ar vro dibourc’het eus kement a leunie anezhi, pa em bo skoet war an holl re a zo o chom enni, e ouezint ez on me an AOTROU.

16  Evel-se emañ ar c’hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan warni. Merc’hed ar broadoù a zisplego ar c’hlemmgan-mañ diwar-benn an Ejipt hag hec’h holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.

17  D’an daouzekvet bloaz, d’ar bemzek eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

18  Mab an den, hirvoud diwar-benn engroez an Ejipt, ha taol anezhañ d’an traoñ, hi ha merc’hed ar broadoù galloudus, da zonderioù an douar, gant ar re a ziskenn d’ar poull.

19  Dreist piv emaout e dudi? Diskenn ha gourvez e-touez an diamdroc’hidi.

20  Kouezhañ a raint e-kreiz ar re a zo bet lazhet dre ar c’hleze; ar c’hleze a zo tennet, stlejit anezhi gant hec’h holl engroez.

21  Komz a raio outi ar re nerzhusañ a-douez ar c’halloudeien, a-greiz lec’h ar marv, gant ar re a voe he skoazellerien: diskennet int, gourvezet int, an diamdroc’hidi lazhet dre ar c’hleze.

22  Eno emañ Asiria gant hec’h holl engroez, hag en-dro dezhi he bezioù. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c’hleze.

23  He bezioù en em gav e goueled ar poull, he bodadenn a zo en-dro d’he bez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c’hleze, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev.

24  Eno emañ Elam, hag e holl engroez en-dro d’e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c’hleze, diskennet int diamdroc’h da zonderioù an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d’ar poull.

25  E-kreiz ar re skoet d’ar marv eo bet lakaet e wele, gant e holl engroez, hag e vezioù a zo en-dro dezhañ. Lazhet eo bet dre ar c’hleze an holl ziamdroc’hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d’ar poull. Lakaet eo bet e-touez ar re skoet d’ar marv.

26  Eno emañ Meshek, Tubal hag o holl engroez, hag o bezioù a zo en-dro dezho. Lazhet eo bet dre ar c’hleze an holl ziamdroc’hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev.

27  N’int ket gourvezet gant ar c’halloudeien kouezhet a-douez an diamdroc’hidi, a zo diskennet da lec’h ar marv gant o armoù-brezel, hag ez eo bet lakaet o c’hlezeier dindan o fennoù, hag o fec’hedoù a c’holo o eskern, rak spouron ar c’halloudeien a zo bet war zouar ar re vev.

28  Te ivez a vo bruzunet e-kreiz an diamdroc’hidi, hag e vi gourvezet gant ar re lazhet dre ar c’hleze.

29  Eno emañ Edom, e rouaned hag e holl briñsed, a zo bet lakaet, en desped d’o nerzh, gant ar re lazhet dre ar c’hleze; gourvezet int gant an diamdroc’hidi, gant ar re a ziskenn d’ar poull.

30  Eno emañ holl briñsed an hanternoz hag an holl Sidoniz, a zo diskennet gant ar re skoet d’ar marv, en desped da spouron o nerzh. Mezhek int, gourvezet diamdroc’h gant ar re lazhet dre ar c’hleze, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d’ar poull.

31  Faraon a welo anezho, hag e vo frealzet diwar-benn e holl engroez, ya Faraon hag e holl arme a vo lazhet dre ar c’hleze, eme an Aotrou AOTROU.

32  Rak me am eus lakaet va spouron war zouar ar re vev, ha Faraon hag e holl engroez a vo gourvezet e-kreiz an diamdroc’hidi, gant ar re lazhet dre ar c’hleze, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 33

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, komz ouzh mibien da bobl ha lavar dezho: Pa rin d’ar c’hleze dont war ur vro, ha ma tibabo pobl ar vro-se unan bennak evit e lakaat da c’hedour,

3  mar gwel hemañ ar c’hleze o tont war ar vro, mar son ar shofar evit aliañ an dud,

4  ha ma ne ziwall ket an hini a glev son ar shofar, pa zeuio ar c’hleze d’e dapout, e wad a vo war e benn.

5  Klevet en deus son ar shofar, ha n’en deus ket diwallet, e wad a vo warnañ. Met ma tiwall, e saveteo e ene.

6  Mar gwel ar gedour ar c’hleze o tont, ha ma ne son ket ar shofar, en doare na ziwall ket ar bobl, ha ma teu ar c’hleze da lemel e vuhez digant unan bennak anezho, hemañ a vo tapet en abeg d’e zireizhder, met me a c’houlenno e wad digant ar gedour.

7  Te, mab an den, da lakaet em eus evel gedour evit ti Israel. Selaou ger va genoù, ha kemenn anezho eus va ferzh.

8  Pa em bo lavaret d’an den fall: Den fall, mervel a ri a-dra-sur! Ha ne gomzi ket evit distreiñ an den fall diwar e hent, an den fall-se a varvo en e zireizhder, met me a c’houlenno e wad ouzhit.

9  Met pa alii an den fall da zistreiñ diwar e hent, hep ma tistrofe hemañ diwar e hent, e varvo en e zireizhder, ha te az po saveteet da vuhez.

10  Te, mab an den, lavar da di Israel: Komzet hoc’h eus evel-henn o lavarout: Pa’z emañ hon disentidigezh hag hor pec’hedoù warnomp, ha ma tinerzhomp en abeg dezho, penaos e c’hellimp bevañ?

11  Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc’h hent fall. Perak e varvfec’h, o ti Israel?

12  Te, mab an den, lavar da vibien da bobl: Reizhder an den reizh ne saveteo ket anezhañ da zeiz e zisentidigezh, ha fallagriezh an den fall ne lakaio ket anezhañ da gouezhañ da zeiz e tistroio diouzh e fallagriezh, ha ne c’hello ket an den reizh bevañ dre e reizhder da zeiz ma pec’h.

13  Pa em bo lavaret d’an den reizh: Bevañ a ri a-dra-sur! Hag hemañ, o fiziout en e reizhder, a ra direizhder, ne vo ken soñj eus oberennoù e reizhder, met en abeg d’e zireizhder en devo graet, e varvo.

14  Pa em bo lavaret d’an den fall: Mervel a ri a-dra-sur! Hag o tistreiñ diouzh e bec’hed, e ra ar pezh a zo reizh hag eeun,

15  ma taskor an den fall ar c’hred, ma ro en-dro ar pezh en deus laeret, ma kerzh hervez lezennoù a ro ar vuhez hep ober an direizhder, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket.

16  Ne vo ken soñj eus e holl bec’hedoù en deus graet, ober a ra ar pezh a zo reizh hag eeun, bevañ a raio a-dra-sur.

17  Met mibien da bobl a lavar: Hent an Aotrou n’eo ket eeun. O hent eo an hini n’eo ket eeun.

18  Mar distro an den reizh diouzh e reizhder, evit ober direizhder, e varvo en abeg da-se.

19  Mar distro an den fall diouzh e fallagriezh, evit ober ar pezh a zo reizh hag eeun, e vevo en abeg da-se.

20  Hag e lavarit: Hent an Aotrou n’eo ket eeun. Me a varno ac’hanoc’h, ti Israel, pep hini hervez e hentoù.

21  D’an daouzekvet bloaz eus hon harlu, d’an dekvet miz, d’ar pempvet eus ar miz, e teuas da’m c’havout un den a tec’he eus Jeruzalem, hag e lavaras: Kêr a zo tapet!

22  Dorn an AOTROU a zo bet warnon d’an abardaez a-raok ma teuas an tec’had, ha pa zeuas davedon diouzh ar mintin, an AOTROU a zigoras va genoù din. Va genoù a oa digor, ha ne oan ken mud.

23  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

24  Mab an den, ar re a zo o chom e lec’hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.

25  Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc’hennfec’h ar vro?

26  En em harpañ a rit war ho kleze, ober a rit traoù euzhus, saotrañ a rit pep hini ac’hanoc’h gwreg e nesañ, hag e perc’hennfec’h ar vro?

27  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, tud al lec’hioù gwastet-mañ a gouezho dre ar c’hleze, hag e roin d’al loened ar re a zo er parkeier, evit ma tebrint anezho, ar re a zo er c’hreñvlec’hioù hag er mougevioù a varvo dre ar vosenn.

28  Hag e lakain ar vro da vezañ ur glac’har hag ur gouelec’h, hag e paouezo lorc’h he nerzh. Menezioù Israel a vo gwastet, den ebet ne dremeno ken drezo.

29  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet ar vro da vezañ ur glac’har hag ur gouelec’h, en abeg d’an holl draoù euzhus o deus graet.

30  Ha te, mab an den, mibien da bobl a gomz diwar da benn tost ouzh ar mogerioù hag ouzh dorojoù an tiez. Komz a reont unan gant unan all, pep hini gant e nesañ, en ur lavarout: Deuit da selaou petore komz a zo deuet a-berzh an AOTROU.

31  Hag e teuont da’z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c’hontañ a reont en o genoù, met o c’halon a ya war-lerc’h o gwallc’hoantoù.

32  Setu ez out evito evel ur c’haner a vouezh vrav, gant kanaouennoù kaer, ampart war ar benveg, hag e selaouont da gomzoù, met ne reont ket hervezo.

33  Ha pa c’hoarvezo an traoù-mañ, ha setu e teuont, e ouezint ez eus bet ur profed en o zouez.

 

Pennad 34

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d’ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d’ar vêsaerien peuriñ an tropell?

3  C’hwi a zebr al lard, hag en em wiskit gant ar gloan, hag e lazhit ar pezh a zo druz, ha ne beurit ket an tropell!

4  N’hoc’h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n’hoc’h eus ket louzaouet an hini glañv, n’hoc’h eus ket paket an hini dorret hec’h ezel, n’hoc’h eus ket kerc’het an hini zianket, n’hoc’h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc’h eus warno gant kaleter ha rustoni.

5  Stlabezet int bet dre vank a vêsaerien, lakaet int bet da zont da breizh da holl loened ar parkeier, o vezañ stlabezet.

6  Va deñved a zo bet o kantreal war an holl venezioù ha war an holl grec’hioù, va deñved a zo bet stlabezet war holl c’horre an douar, ha n’eus bet den o klask pe o kerc’hat anezho.

7  Neuze, mêsaerien, selaouit ouzh komz an AOTROU:

8  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, dre ma’z eo roet va deñved d’ar skrapadeg, hag ez int deuet ur preizh da holl loened ar parkeier, dre vank a vêsaerien, dre ma n’o deus ket klasket va mêsaerien va deñved, met o deus en em beuret o-unan va mêsaerien e-lec’h lakaat va deñved da beuriñ,

9  neuze, mêsaerien, selaouit ouzh komz an AOTROU:

10  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ar vêsaerien-se, hag ec’h adc’houlennin va deñved digant o daouarn, hag e harzin outo a beuriñ an deñved, ha n’en em beurint ken o-unan. Hag e tieubin va deñved eus o genoù, ha ne vint ken ur boued evito.

11  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu-me amañ! Adc’houlenn a rin va deñved, hag o c’herc’hin.

12  Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma’z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec’hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.

13  O zennañ a rin a-douez ar pobloù, o dastum a rin a-douez ar broioù, o degas a rin d’o bro en-dro, hag o lakain da beuriñ war menezioù Israel, war vord ar gwazhioù-dour, en holl lec’hioù annezet ar vro.

14  Hag o lakain da beuriñ en ur peurvan mat, o chomadur a vo e menezioù uhel Israel. Eno e tiskuizhint en ul lec’h mat hag e peurint ur peurvan druz war venezioù Israel.

15  Me va-unan a beuro va deñved hag o lakaio da ziskuizhañ, eme an Aotrou AOTROU.

16  Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec’h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met ar re lart ha nerzhus a zistrujin. O feuriñ a rin gant skiant.

17  Ha c’hwi, va deñved, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnan etre oan hag oan, etre maouted ha bouc’hed.

18  Ha re nebeut eo evidoc’h peuriñ ur peurvan mat, evit ma vac’hit dindan ho treid an nemorant eus ho peurvan? Hag evañ doureier sklaer, evit ma saotrit gant ho treid an nemorant?

19  Ha va deñved a zle peuriñ ar pezh a vac’h ho treid, hag evañ ar pezh a zo saotret gant ho treid.

20  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnin-me va-unan etre an oan lart hag an oan treut.

21  Peogwir hoc’h eus bountet gant kostez ha skoaz, hag o deus skoet dre ho kerniel war an holl re zinerzh, betek kas anezho er-maez,

22  me a saveteo va deñved, evit na vint ket ur preizh, hag e varnin etre oan hag oan.

23  Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.

24  Me an AOTROU a vo o Doue, ha David va servijer a vo priñs en o c’hreiz. Me an AOTROU am eus komzet.

25  Hag e rin ganto un emglev a beoc’h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec’h, hag e kouskint er c’hoadegi.

26  Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c’hrec’h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez’ e vint glaveier a vennozh.

27  Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.

28  Ne vint ken preizh ar broadoù, loened an douar n’o debrint ken, hag e vint o chom e surentez, hep ma vefe den d’o spontañ.

29  Me a savo dezho ur blantadeg brudet, ne varvint ken gant an naon er vro, ne zougint ken dismegañs ar broadoù.

30  Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, a zo ganto, hag ez int ti Israel va fobl, eme an Aotrou AOTROU.

31  C’hwi eo va deñved, c’hwi tud, deñved va feurvan, ha me eo ho Toue, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 35

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh Menez Seir, hag e profedi a-enep dezhi.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Menez Seir, hag ec’h astennin va dorn a-enep dit, hag e lakain ac’hanout da vezañ un digenvez hag ur gouelec’h.

4  Kas a rin da get da gêrioù hag e vi un digenvez, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

5  Dre ma ec’h eus bet ur gasoni beurbadus, ha ma ec’h eus roet mibien Israel da c’halloud ar c’hleze da zeiz o glac’har, da vare ma oa deuet o direizhder da benn,

6  en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e lakain ac’hanout e gwad, hag ar gwad a redo war da lerc’h.

7  Lakaat a rin Menez Seir da vezañ un digenvez hag ur gouelec’h, hag e lamin kuit ar re a zeu hag ar re a ya.

8  Leuniañ a rin e venezioù gant e dud lazhet. Ar re skoet d’ar marv dre ar c’hleze a gouezho war da grec’hioù, ez traoniennoù hag ez holl stêrioù.

9  Da lakaat a rin da vezañ un digenvez peurbad, da gêrioù ne vint ken annezet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

10  Peogwir ec’h eus lavaret: An div vroad hag an div vro a vo din, hag o ferc’hennimp, petra bennak ma’z oa an AOTROU eno,

11  en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e rin dit hervez da gounnar ha da fulor ac’h eus diskouezet ez kasoni outo, hag en em roin da vezañ anavezet en o zouez, pa varnin ac’hanout.

12  Hag e ouezi am eus me an AOTROU klevet an dismegañsoù ac’h eus disklêriet a-enep menezioù Israel o lavarout: Drastet int, roet int deomp da voued.

13  Daeet hoc’h eus ac’hanon gant ho kenoù, ha liesaet hoc’h eus ho komzoù a-enep din, ha klevet em eus.

14  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa laouenaio an douar holl, da lakaat a rin da vezañ un digenvez.

15  Evel ma’z out bet laouenaet diwar-benn hêrezh ti Israel pa voe drastet, evel-se e rin dit. Te a vo drastet Menez Seir, gant Edom en e bezh, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 36

1  Mab an den, profediñ a ri diwar-benn menezioù Israel, hag e lavari: Menezioù Israel, selaouit ouzh komz an AOTROU:

2  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir en deus lavaret an enebour a-enep deoc’h: A! A! An uhelennoù kozh-se a zo deuet da vezañ hon dalc’h,

3  en abeg da-se e profedi hag e lavari: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ya, peogwir hoc’h eus bet lakaet en glac’har ha lonket a bep tu, evit ma vefec’h perc’hennet gant ar broadoù all, ha ma vefec’h sujet da deod ha dismegañs an dud,

4  en abeg da-se, menezioù Israel, selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d’ar menezioù ha d’ar c’hrec’hioù, d’ar froudoù ha d’an traoniennoù, d’al lec’hioù distrujet ha digenvez, d’ar c’hêrioù dilezet a zo bet roet d’ar preizh ha d’ar goapaerezh d’ar broadoù tro-dro,

5  en abeg da-se, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-dra-sur, e tan va gwarizi em eus komzet a-enep ar broadoù all hag a-enep Edom, o deus en em roet dezho o-unan va bro da berc’hennañ, gant levenez en o c’halon ha dismegañs en o ene, evit ober anezhi un douar digor d’ar preizh.

6  Setu perak e profedi diwar-benn bro Israel, hag e lavari d’ar menezioù ha d’ar c’hrec’hioù, d’ar froudoù ha d’an traoniennoù: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, komzet em eus em gwarizi hag em fulor, rak douget hoc’h eus dismegañs ar broadoù.

7  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Sevel em eus va dorn, ar broadoù a zo tro-dro deoc’h a zougo o-unan o dismegañs.

8  Ha c’hwi menezioù Israel, e lakaiot ho skourroù da greskiñ hag e roiot ho frouezh evit va fobl Israel, rak an traoù-se a zo prest d’en em gavout.

9  Rak setu, e teuan d’ho kavout hag e troan etrezek ennoc’h, hag e viot labouret hag hadet.

10  Liesaat a rin warnoc’h an dud, holl di Israel, ar c’hêrioù a vo annezet, hag al lec’hioù gwastet a vo adsavet.

11  Liesaat a rin warnoc’h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc’h bezañ o chom evel gwechall, hag e rin deoc’h muioc’h a vad eget en deroù, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

12  Hag e lakain tud da gerzhout warnoc’h, va fobl Israel, int a berc’henno ac’hanoc’h hag e viot o hêrezh, ha n’o distrujot ken.

13  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir e vez lavaret deoc’h: Debriñ a rez tud, ha distrujet ec’h eus da vroad,

14  en abeg da-se, ne zebri ken tud ha ne zistruji ken da vroad, eme an Aotrou AOTROU.

15  Ne roin ken dit da glevout dismegañs ar broadoù, ne zougi ken fae ar pobloù, ne lakain ken da vroad da gouezhañ, eme an Aotrou AOTROU.

16  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

17  Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoù. O hent a zo deuet da vezañ dirazon evel dic’hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioù.

18  Hag em eus skuilhet va fulor warno, en abeg d’ar gwad o deus lakaet da redek war ar vro, ha d’an idoloù m’o deus he saotret ganto.

19  O stlabezet em eus e-touez ar broadoù, hag int bet strewet e meur a vro. O barnet em eus hervez o hent hag hervez o oberoù.

20  Pa’z int en em gavet e-touez ar broadoù ma oant aet en o c’hreiz, disakret o deus va anv santel, en doare ma veze lavaret diouto: Pobl an AOTROU eo, ha koulskoude ez int deuet er-maez eus e vro.

21  Met fellet eo bet din espern va anv santel, a zo bet disakret gant ti Israel e-touez ar broadoù ma oant aet en o c’hreiz.

22  Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne ran ket kement-mañ en abeg deoc’h, ti Israel, met en abeg da’m anv santel hoc’h eus disakret e-touez ar broadoù ma oant aet en o c’hreiz.

23  Santelaat a rin va anv bras, a zo bet disakret e-touez ar broadoù, hoc’h eus disakret en o zouez, hag ar broadoù a ouezo ez on me an AOTROU, eme an Aotrou AOTROU, pa vin santelaet ennoc’h dindan o daoulagad.

24  Hag e tennin ac’hanoc’h a-douez ar broadoù, hag ho tastumin eus an holl vroioù, hag e tegasin ac’hanoc’h en ho pro.

25  Skuilhañ a rin warnoc’h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc’h holl loustoni hag eus hoc’h holl idoloù.

26  Hag e roin deoc’h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc’h ur galon kig.

27  Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc’h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.

28  Hag e viot o chom er vro am eus roet d’ho tadoù, hag e viot va fobl hag e vin ho Toue.

29  Ho tieubiñ a rin eus hoc’h holl loustoni, hag e c’halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhañ, ne gasin ken an naonegezh warnoc’h.

30  Hag e kreskin frouezh ar gwez ha trevad ar parkeier, evit ma ne zougot ken dismegañs an naonegezh e-touez ar broadoù.

31  Soñj ho po eus hoc’h hentoù fall hag eus hoc’h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc’h hoc’h-unan en abeg d’ho tireizhder ha d’hoc’h euzhusterioù.

32  Ne ran ket kement-se abalamour deoc’h, eme an Aotrou AOTROU, ra vo anavezet ganeoc’h! Bezit mezhek ha pinous diouzh hoc’h hentoù, o ti Israel!

33  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz m’ho klanain eus hoc’h holl zireizhder, ar c’hêrioù a vo annezet, hag al lec’hioù gwastet a vo adsavet.

34  An douar glac’haret a vo labouret, el lec’h ma oa ur glac’har dirak daoulagad an dremenidi.

35  Hag e vo lavaret: An douar glac’haret-mañ a zo deuet evel liorzh Eden, hag ar c’hêrioù gwastet, glac’haret ha distrujet-mañ a zo kreñvaet ha tudet.

36  Hag ar broadoù a vo manet en-dro deoc’h a ouezo eo me an AOTROU am eus adsavet al lec’hioù distrujet ha plantet ar vro glac’haret. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.

37  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C’hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mañ dezho: Kreskiñ a rin an dud evel un tropell.

38  Ar c’hêrioù gwastet a vo leun a engroezioù tud, heñvel ouzh tropelloù santel, heñvel ouzh tropelloù Jeruzalem e-pad ar gouelioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 37

1  Dorn an AOTROU a voe warnon, hag a reas din mont er-maez e Spered an AOTROU, hag am lakaas e-kreiz un draonienn a oa leun a eskern.

2  Hag e reas din tremen tost outo, tro-dro, ha setu, un niver bras-meurbet a oa war-c’horre an draonienn, hag e oant disec’het holl.

3  Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se, hag e c’hellint advevañ? Hag e respontis: Aotrou AOTROU, te a oar.

4  Hag e lavaras din: Mab an den, profediñ a ri war an eskern-se hag e lavari: Eskern disec’het, selaouit ouzh komz an AOTROU.

5  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh an eskern-mañ: Setu, lakaat a rin ar spered da vont ennoc’h, hag ec’h advevot,

6  nervennoù a lakain warnoc’h, kig a lakain da greskiñ warnoc’h, kroc’hen a astennin warnoc’h, spered a lakain ennoc’h, hag e vevot, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

7  Neuze e profedis evel ma oa bet gourc’hemennet din. Hag adalek ma em boe profedet, e voe un trouz, ha setu ur fiñvadeg, hag an eskern a dostaas an eil ouzh egile.

8  Hag e sellis, ha setu an nervennoù hag ar c’hig a zeuas warno, ar c’hroc’hen a c’holoas anezho, met ne oa ket a spered enno.

9  Hag e lavaras din: Profediñ a ri d’ar spered, profediñ a ri, mab an den, hag e lavari d’ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c’hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint.

10  Neuze e profedis evel ma oa bet gourc’hemennet din, hag ar spered a zeuas enno, hag e vevjont, hag en em zalc’hjont war o zreid. Un arme vras-meurbet e oant.

11  Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se a zo holl di Israel. Setu e lavaront: Hon eskern a zo deuet da vezañ disec’het, hon esperañs a zo kollet. Fin ‘zo deomp!

12  Profediñ a ri hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e tigorin ho pezioù, hag e tennin ac’hanoc’h er-maez eus ho pezioù, va fobl, hag e tegasin ac’hanoc’h da zouar Israel.

13  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa zigorin ho pezioù, va fobl, ha pa dennin ac’hanoc’h er-maez eus ho pezioù.

14  Hag e lakain va spered ennoc’h, hag e vevot, hag hoc’h adlakain en ho pro. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet, hag am eus graet, eme an AOTROU.

15  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

16  Ha te, mab an den, kemer ur pezh koad ha skriv warnañ: Evit Juda hag evit mibien Israel, e genseurted. Ha kemer ur pezh koad all ha skriv warnañ: Evit Jozef, koad Efraim hag holl di Israel, e genseurted.

17  Tosta anezho an eil ouzh egile evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unanet ez torn.

18  Ha pa c’houlenno ouzhit mibien da bobl, o lavarout: Ha ne zisklêri ket deomp ar pezh a fell dit lavarout dre gement-se?

19  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e kemerin koad Jozef, a zo e dorn Efraim, ha meuriadoù Israel, e genseurted, unaniñ a rin anezho ouzh koad Juda, evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unan em dorn.

20  Ar pezhioù koad az po skrivet warno a vo ez torn dirak o daoulagad.

21  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoù ma’z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro.

22  Hag e rin anezho ur vroad hepken er vro, war venezioù Israel, hag o devo holl ur roue hepken. Ne vint ken div vroad, ne vint ken lodennet e div rouantelezh.

23  N’en em saotrint ken gant o idoloù, gant o euzhusterioù pe gant o holl disentidigezh, hag e tennin anezho eus o holl chomlec’hioù m’o deus pec’het enno, hag o c’hlanain. Hag e vint va fobl, hag e vin o Doue.

24  David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.

25  Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma’z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez’ e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.

26  Hag e rin ganto un emglev a beoc’h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezañ a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c’hreiz da viken.

27  Va zabernakl a vo en o zouez, hag e vin o Doue, hag e vint va fobl.

28  Hag ar broadoù a ouezo ez on me an AOTROU, a santela Israel, pa vo va santual en o c’hreiz evit biken.

 

Pennad 38

1  Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh Gog e bro Vagog, priñs Rosh, Meshek ha Tubal, hag e profedi a-enep dezhañ.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Gog, priñs Rosh, Meshek ha Tubal,

4  da zistreiñ a rin, hag e lakain ur c’hrog ouzh da javed, hag e rin dit dont er-maez gant da holl arme, kezeg ha marc’hegerien gwisket kaer holl anezho, un engroez bras gant skoedoù bras ha skoedoù bihan, o kregiñ ar c’hleze holl anezho.

5  Tud eus Persia, Kush (= Etiopia) ha Pud (= Libia) a zo ganto, o tougen skoedoù ha tokarnoù holl anezho.

6  Gomer hag e holl vagadoù, ti Togarma eus penn an hanternoz gant e holl vagadoù, ha meur a bobl a zo ganit.

7  Bez prest, en em gempenn, te hag an holl engroez dastumet en-dro dit, bez o gward!

8  A-benn kalz a zeizioù e vi galvet, er bloavezhioù diwezhañ e teui d’ar vro dieubet eus ar c’hleze ha dastumet a-douez meur a bobl, war venezioù Israel, a vo bet gwastet pell. Neuze, distroet holl a-douez ar pobloù, e vint o chom eno e surentez.

9  Pignat a ri hag e teui evel un arnev, evel ur c’hoabrenn o c’holeiñ ar vro, te ha da holl vagadoù ha meur a bobl ganit.

10  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz-se, soñjoù a savo ez kalon, hag ez po divizoù fall.

11  Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec’hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,

12  evit preizhata ha skrapat, evit kas an dorn war ar gouelec’h adpoblet ha war ur bobl dastumet a-douez ar broadoù, a bled gant he zropelloù hag he madoù, hag a zo o chom e-kreiz an douar.

13  Seba ha Dedan, ha marc’hadourien Tarsiz, hag o holl loenedigoù a lavaro dit: Hag e teuez evit preizhata? Hag ec’h eus dastumet da engroez evit skrapat, evit kas ganit arc’hant hag aour, evit tapout loened ha madoù, evit sevel ur breizhenn vras?

14  Setu perak, mab an den, e profedi hag e lavari da C’hog: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D’an deiz-se, pa vo Israel va fobl o chom e surentez, ha ne ouezi ket?

15  Dont a ri eus da vro e penn an hanternoz, te ha meur a bobl ganit, tud a gezeg holl anezho, un engroez bras hag un arme c’halloudus.

16  Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c’hoabrenn o c’holeiñ ar vro. Bez’ e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.

17  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ha n’eo ket diwar da benn em eus komzet gwechall, dre va servijerien profeded Israel, o deus profedet neuze e-pad bloavezhioù e rin dit dont a-enep dezho?

18  Met en deiz-se, en deiz ma kerzho Gog a-enep bro Israel, eme an Aotrou AOTROU, va fulor a savo em fri.

19 Hag e lavaran em gwarizi, e tan va c’hounnar: Ya, en deiz-se e vo ur grenadenn vras e bro Israel.

20  Pesked ar mor, laboused an neñvoù, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war-c’horre an douar a greno dirazon. Ar menezioù a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioù a vo taolet d’an douar.

21  Hag e c’halvin a-enep dezhañ ar c’hleze war va holl menezioù, eme an Aotrou AOTROU. Kleze pep hini a droio a-enep e vreur.

22  Hag e varnin anezhañ dre ar vosenn ha dre ar gwad, hag e rin d’ar glav kouezhañ warnañ, war e vagadoù ha war ar pobloù niverus a vo gantañ, glav-bil, mein-grizilh, tan ha soufr.

23  Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 39

1  Te eta, mab an den, ro da brofediezh ouzh Gog ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Gog, priñs Rosh, Meshek ha Tubal.

2  Da zistreiñ a rin, da ren a rin, da lakaat a rin da bignat eus penn an hanternoz, hag e tegasin ac’hanout war venezioù Israel.

3  Hag e torrin da wareg eus da zorn kleiz, hag e rin da’z piroù kouezhañ eus da zorn dehou.

4  Kouezhañ a ri war venezioù Israel, te ha da holl vagadoù hag ar pobloù a vo ganit. Da roet em eus da voued d’an evned-preizh a bep seurt ha da loened ar parkeier.

5  Kouezhañ a ri war-c’horre an douar, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

6  Kas a rin tan e Magog hag e-touez ar re a zo o chom e surentez en inizi, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

7  Hag e lakain va anv santel da vezañ anavezet e-touez va fobl Israel, ne zisakrin ken va anv santel, hag e ouezo ar broadoù ez on me an AOTROU, Sant Israel.

8  Setu e teu an traoù-se, hag e c’hoarvezont, eme an Aotrou AOTROU. An deiz eo, am eus komzet diwar e benn.

9  Tud kêrioù Israel a yelo er-maez, a enaouo an tan hag a zevo an armoù, ar skoedoù bras, ar skoedoù bihan, ar gwaregi, ar biroù, ar goafioù hag al lañsoù, hag e raint tan ganto e-pad seizh vloaz.

10  Ne vo ket degaset koad eus ar parkeier, ne vo ket troc’het koadegoù, rak gant an armoù-se e raint tan. Diwiskañ a raint ar re o doa o diwisket, hag e preizhint ar re o doa o freizhet, eme an Aotrou AOTROU.

11  En deiz-se e roin da C’hog ur bez en Israel, Traonienn an Dremenidi, e sav-heol d’ar mor. Eno e vo harzet hent ouzh an dremenidi, hag e vo sebeliet Gog hag e holl engroez, hag e vo galvet Traonienn Engroez Gog.

12  Ti Israel a vezio anezho e-pad seizh miz, evit glanaat ar vro.

13  Holl dud ar vro a vezio anezho, hag e vo brud a gement-se, d’an deiz ma vo roet gloar din, eme an Aotrou AOTROU.

14  Hag e lakaint a-du tud na raint nemet redek ar vro evit beziañ, gant sikour an dremenidi, ar re a vo manet war-c’horre an douar, evit e c’hlanaat. Hag e vint o klask e-pad seizh miz leun.

15  Tremen a raint er vro, ha pa welo unan anezho eskern un den, e lakaio eno un arouez, ken n’o devo an toullerien-vezioù e sebeliet e Traonienn Engroez Gog.

16  Hag e vo ivez anvet kêr Hamona (= engroez), hag e vo glanaet ar vro.

17  Ha te, mab an den, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Lavar da laboused a bep rumm, ha da holl loened ar parkeier: En em zastumit ha deuit, en em zastumit a bep tu evit an aberzh a ran evidoc’h, un aberzh bras war venezioù Israel, hag e tebrot kig hag ec’h evot gwad.

18  Kig ar c’halloudeien a zebrot, gwad priñsed an douar a evot, maouted, oaned, bouc’hed, leueoù, holl anezho lartaet e Basan.

19  Druzoni a zebrot betek ma ho po ho kwalc’h, gwad a evot betek ma viot mezv, eus an aberzh a rin evidoc’h.

20  Leuniet e viot ouzh va zaol a gezeg, a sterniadoù, a c’halloudeien, a vrezelourien, eme an Aotrou AOTROU.

21  Hag e lakain va gloar e-touez ar broadoù, hag an holl vroadoù a welo va barnedigezh am bo graet, ha penaos e lakain va dorn warno.

22  Hag e ouezo ti Israel ez on me an AOTROU o Doue, adalek an deiz-se hag en amzer da zont.

23  Hag e ouezo ar broadoù ez eo aet ti Israel en harlu en abeg d’e zireizhder, rak pec’het o deus a-enep din. Setu perak em eus kuzhet va dremm outo, hag em eus o lakaet etre daouarn o enebourien, hag ez int kouezhet holl dre ar c’hleze.

24  Graet em eus dezho hervez o saotradur hag hervez o fec’hedoù, ha kuzhet em eus va dremm outo.

25  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremañ e kasin en-dro dalc’hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel,

26  goude m’o devo douget o dismegañs hag an holl bec’hedoù o deus pec’het drezo em c’heñver, pa oant o chom e surentez en o bro hep den ebet d’o spontañ.

27  Pa gasin anezho en-dro a-douez ar pobloù, ha pa zastumin anezho eus broioù o enebourien, e vin santelaet drezo dirak daoulagad kalz a vroadoù.

28  Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, pa em bo o degaset d’o bro hep ma chomo hini anezho war-lerc’h, goude ma’z int aet en harlu.

29  Ha ne guzhin ken va dremm outo, rak em bo skuilhet va Spered war di Israel, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 40

1  D’ar pempvet bloaz warn-ugent eus hon harlu, da zeroù ar bloaz, d’an dekvet eus ar miz, d’ar pevarzekvet bloaz goude ma oa bet tapet kêr, en deiz-se, dorn an AOTROU a voe warnon, hag e tezougas ac’hanon di.

2  Va degas a reas e gweledigezhioù doueel da vro Israel, hag em lakaas war ur menez uhel-meurbet, ma en em gave warnañ ouzh ar c’hreisteiz evel savadurioù ur gêr.

3  Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc’he ouzh an nor.

4  An den-se a lavaras din: Mab an den, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn, laka evezh ouzh an holl draoù ez an da ziskouez dit, rak degaset out bet amañ evit ma o diskouezin dit. Ro da anavezout da di Israel kement e weli.

5  Setu e oa ur voger a-ziavaez oc’h ober tro glok an ti. An den en doa en e zorn ur walenn da vuzuliañ a c’hwec’h ilinad, pep ilinad o vuzuliañ ur palvad muioc’h eget an ilinad ordinal (ar walenn-mañ ~ 3.6 m). Hag e vuzulias ledander ar voger, a oa ur walenn, hag an uhelder, a oa ur walenn.

6  Hag ez eas etrezek dor ar sav-heol, hag e pignas an derezioù evit muzuliañ treuzoù an nor, ur walenn a ledander, hag an treuzoù all, ur walenn a ledander.

7  Pep kambr he doa ur walenn a hirder hag ur walenn a ledander. Etre ar c’hambroù e oa ur pennad a bemp ilinad (~ 3 m). Treuzoù an nor, ouzh porzh an nor, en diabarzh, a vuzulie ur walenn.

8  Hag e vuzulias porzh an nor, en diabarzh, ur walenn.

9  Hag e vuzulias porzh an nor, eizh ilinad (~ 4.8 m), hag he fostoù, daou ilinad (~ 1.2 m), ha porzh an nor a oa war-zu an diabarzh.

10  Kambroù dor ar sav-heol a oa en niver a deir ouzh un tu ha teir ouzh an tu all, gant an hevelep braster evit o zeir, hag ar postoù a bep tu o doa an hevelep muzul.

11  Hag e vuzulias ledander toull an nor, dek ilinad (~ 6 m), hag hirder an nor, trizek ilinad (~ 7.8 m).

12  Dirak ar c’hambroù e oa ur pennad a un ilinad (~ 0.6 m) ouzh an tu, hag un ilinad ouzh an tu all. Pep kambr he doa c’hwec’h ilinad (~ 3.6 m) ouzh un tu ha c’hwec’h ilinad ouzh an tu all.

13  Hag e vuzulias an nor, eus toenn ur gambr da doenn eben, al ledander a oa pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m), toull unan a oa a-dal da doull eben.

14  Hag e vuzulias ar postoù, tri-ugent ilinad (~ 36 m), e-kichen al leurenn a oa en-dro d’an nor.

15  Eus diaraog an nor-vont betek diaraog porzh an nor diabarzh e oa hanter-kant ilinad (~ 30 m).

16  Bez’ e oa prenestroù kaelet ouzh ar c’hambroù hag ouzh o fostoù, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez’ e oa prenestroù ivez ouzh ar porzhioù, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoù e oa palmezennoù.

17  Hag e kasas ac’hanon d’al leurenn diavaez, ha setu e oa kambroù hag ur pavezad lakaet tro-dro d’al leurenn. Tregont kambr a oa ouzh ar pavezad.

18  Ar pavezad a oa ouzh kostez an dorojoù a glote gant hirder an dorojoù; ar pavezad izelañ e oa.

19  Hag e vuzulias al ledander adalek diaraog an nor izelañ betek diaraog al leurenn diabarzh, en diavaez, kant ilinad (~ 60 m) ouzh ar sav-heol hag ouzh an hanternoz.

20  Hag e vuzulias hirder ha ledander an nor a selle etrezek hanternoz al leurenn diavaez.

21  He c’hambroù, en niver a deir ouzh un tu ha teir ouzh an tu all, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzul ha re an nor gentañ, hanter-kant ilinad (~ 30 m) a hirder ha pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m) a ledander.

22  He frenestroù, he forzhioù hag he falmezennoù o doa an hevelep muzul hag an nor a selle etrezek ar sav-heol. Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezañ dirazo.

23  Dor al leurenn diabarzh en em gave dirak dor an hanternoz hag ar sav-heol. Hag e vuzulias eus un nor d’eben, kant ilinad (~ 60 m).

24  Hag e renas ac’hanon war-zu ar c’hreisteiz, e-lec’h ma oa dor ar c’hreisteiz. Hag e vuzulias he fostoù hag he forzhioù, o doa an hevelep muzulioù.

25  Hag e oa prenestroù outi hag ouzh he forzhioù, tro-dro, heñvel ouzh ar prenestroù diagent. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

26  Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezañ dirazo. War he fostoù e oa palmezennoù, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all.

27  Al leurenn diabarzh he doa un nor war-zu ar c’hreisteiz, hag e vuzulias eus un nor d’eben, war-zu ar c’hreisteiz, kant ilinad (~ 60 m).

28  Hag e kasas ac’hanon d’al leurenn diabarzh dre zor ar c’hreisteiz. Hag e vuzulias dor ar c’hreisteiz, hag he doa an hevelep muzulioù.

29  He c’hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

30  Hag e oa porzhioù tro-dro, pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m) a hirder ha pemp ilinad (~ 3 m) a ledander.

31  He forzhioù a gase d’al leurenn diavaez, war he fostoù e oa palmezennoù, hag e oa eizh derez da bignat eno.

32  Hag e kasas ac’hanon d’al leurenn diabarzh dre zor ar sav-heol. Hag e vuzulias an nor, hag he doa an hevelep muzulioù.

33  He c’hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

34  He forzhioù a gase d’al leurenn diavaez, war he fostoù e oa palmezennoù, hag e oa eizh derez da bignat eno.

35 Hag e kasas ac’hanon da zor an hanternoz. Hag e vuzulias anezhi, he doa an hevelep muzulioù,

36  hag he c’hambroù, he fostoù, he forzhioù, hag he frenestroù tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

37  He forzhioù a gase d’al leurenn diavaez, war he fostoù e oa palmezennoù, hag e oa eizh derez da bignat eno.

38  Ur gambr a oa hag he dor a zigore ouzh postoù an dorojoù; eno e veze gwalc’het al loskaberzhoù.

39  E porzh an nor e oa div daol ouzh un tu ha div daol ouzh an tu all evit lazhañ warno al loskaberzhoù, an aberzh-dic’haouiñ hag an aberzh a gablusted.

40  Ouzh an tu diavaez, e-lec’h ma pigne an dud, ouzh toull dor an hanternoz, e oa div daol, hag ouzh an tu all war-zu porzh an nor, e oa div daol.

41  Evel-se en em gave peder zaol ouzh un tu ha peder zaol ouzh an tu all d’an nor, eizh taol evit lazhañ warno.

42  Ar beder zaol evit al loskaberzh a oa e mein-ben, un ilinad hanter (~ 90 cm) a hirder, un ilinad hanter a ledander hag un ilinad (~ 60 cm) a uhelder. Lakaet e veze warno ar binvioù evit lazhañ al loskaberzhoù hag an aberzhoù all.

43  Krogoù doareet mat, eus ur palvad (~ 9 cm) a ledander, a oa ivez e-barzh an ti tro-dro, ha kig ar profoù a veze lakaet war an taolioù.

44  Er-maez eus an nor diabarzh e oa kambroù ar ganerien, el leurenn diabarzh, ouzh kostez dor an hanternoz o sellout etrezek ar c’hreisteiz. Unan all a oa ouzh kostez dor ar sav-heol o sellout etrezek an hanternoz.

45  Hag e lavaras din: Ar c’hambroù o sellout etrezek ar c’hreisteiz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an ti,

46  hag ar gambr o sellout etrezek an hanternoz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an aoter. Bez’ ez int mibien Zadok, eo ar re, a-douez mibien Levi, a dosta ouzh an AOTROU evit servijañ anezhañ.

47  Hag e vuzulias al leurenn, kant ilinad a hirder (~ 60 m) ha kant ilinad a ledander, ur garrezenn, hag an aoter a oa dirak an ti.

48  Hag e kasas ac’hanon da borzh an ti, hag e vuzulias postoù ar porzh, pemp ilinad (~ 3 m) un tu ha pemp ilinad an tu all. Ledander ar porzh a oa tri ilinad (~ 1.8 m) un tu ha tri ilinad an tu all.

49  Hirder ar porzh a oa ugent ilinad (~ 12 m), e ledander a oa unnek ilinad (~ 6.6 m). Derezioù a oa da bignat eno, hag e-kichen ar postoù e oa kolonennoù, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all.

 

Pennad 41

1  Hag e kasas ac’hanon d’an templ, hag e vuzulias ar postoù, c’hwec’h ilinad (~ 3.6 m) a ledander ouzh un tu ha c’hwec’h ilinad ouzh an tu all, ledander an deltenn e oa.

2  Ledander toull an nor a oa dek ilinad (~ 6 m); bez’ e oa pemp ilinad (~ 3 m) ouzh un tu eus an nor, ha 5 ilinad ouzh an tu all. Hag e vuzulias e hirder, daou-ugent ilinad (~ 24 m), hag e ledander, ugent ilinad (~ 12 m).

3  Hag ez eas e-barzh, hag e vuzulias postoù an nor, daou ilinad (~ 1.2 m), an nor, c’hwec’h ilinad (~ 3.6 m), ha ledander an nor, seizh ilinad (~ 4.2 m).

4  Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad (~ 12 m), e ledander, ugent ilinad (~ 12 m), hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec’h-mañ.

5  Hag e vuzulias moger an ti, c’hwec’h ilinad (~ 3.6 m), ledander ar c’hambroù-kostez a zo tro-dro d’an ti ouzh an tuoù, pevar ilinad (~ 2.4 m).

6  Ar c’hambroù-kostez a oa war dri estaj, tregont dre estaj. Mont a raent en ur voger savet evit ar c’hambroù-mañ tro-dro d’an ti, hag e harpent outi, hep harpañ ouzh moger an ti.

7  Muioc’h e save en estajoù ar c’hambroù, muioc’h e teue da vezañ ledan ar voger tro-dro, rak ur skalieroù biñsek a oa tro-dro d’an ti. Ledander an ti a oa brasoc’h war-grec’h, hag e pigned eus an estaj izelañ d’an estaj uhelañ dre an hini kreiz.

8  Hag e welis an uhelenn tro-dro, a oa an ti warni. Diazezoù ar c’hambroù-kostez a oa ur walenn leun, da lavarout eo c’hwec’h ilinad bras (~ 3.6 m).

9  Tevder ar voger diavaez evit ar c’hambroù-kostez a oa pemp ilinad (~ 3 m). Ar pennad etre kambroù-kostez an ti

10  hag ar c’hambroù tro-dro d’an ti a oa ledan a ugent ilinad (~ 12 m) tro-dro.

11  Dorojoù-mont ar c’hambroù-kostez a skoe war-zu ur pennad goullo, un nor ouzh an hanternoz hag un nor ouzh ar c’hreisteiz. Ledander ar pennad goullo a oa pemp ilinad (~ 3.6 m) tro-dro.

12  Ar savadur a oa dirak ar pennad a zisparti, war-zu ar c’huzh-heol, a oa ledan a zek ilinad ha tri-ugent (~ 42 m). Tevder ar voger tro-dro a oa pemp ilinad (~ 3 m), hag hec’h hirder dek ilinad ha pevar-ugent (~ 54 m).

13  Hag e vuzulias an ti, kant ilinad (~ 60 m) a hirder, hag ar pennad a zisparti, ar savadur hag e voger, kant ilinad (~ 60 m) a hirder.

14  Ledander talbenn an ti hag ar pennad a zisparti, war-zu ar sav-heol, a oa kant ilinad (~ 60 m) a hirder.

15  Hag e vuzulias hirder ar savadur dirak ar pennad a zisparti a oa en a-dreñv, hag e bondalezioù a bep tu, kant ilinad (~ 60 m). An templ diabarzh, porzhioù al leurenn,

16  ar postoù, an treuzoù, ar prenestroù kaelet, ar pondalezioù tro-dro, en o zri estaj a-dal d’an treuzoù, a oa goloet gant ul lambrusk-koad tro-dro, adalek an douar betek ar prenestroù. Serret e oa ar prenestroù.

17  A-us d’an nor, en diabarzh an ti hag er-maez, an holl voger, tro-dro en diabarzh hag en diavaez, holl a oa hervez ar muzul.

18  Treset e oa cherubined ha palmezennoù, ur balmezenn e oa etre ur cherubin hag ar cherubin all. Pep cherubin en doa div zremm,

19  dremm un den war-zu palmezenn un tu ha dremm ul leon yaouank war-zu palmezenn an tu all. Evel-se e oa treset ouzh an ti a-bezh, tro-dro.

20  Adalek an douar betek dreist an nor, e oa cherubined ha palmezennoù treset, hag e oa evel-se ivez war voger an templ.

21  Postoù an templ a oa karrezek, evel talbenn ar santual. Stumm an hini kentañ a oa stumm an eil.

22  An aoter-goad a oa uhel a dri ilinad (~ 1.8 m) hag hir a daou ilinad (~ 1.2 m). He c’hornioù, hec’h hed hag he c’hostezioù a oa e koad. Hag e lavaras din: Amañ emañ an daol a zo dirak an AOTROU.

23  An templ hag ar santual o devoa div zor.

24  Hag an dorojoù o doa daou stalaf a blege, daou stalaf evit un nor ha daou evit an hini all.

25  Treset e oa cherubined ha palmezennoù war zorojoù an templ, evel war ar mogerioù. War dalbenn ar porzh, en diavaez, e oa ur brenn-goad.

26  Hag e oa ivez prenestroù kaelet ha palmezennoù ouzh un tu hag ouzh an tu all eus kostezioù ar porzh, hag ouzh kambroù-kostez an ti, gant prennoù-koad.

 

Pennad 42

1  Hag e kasas ac’hanon er-maez d’al leurenn diavaez, dre hent an hanternoz, hag em c’hasas d’ar c’hambroù a oa dirak ar pennad a zisparti ha dirak ar savadur, ouzh an hanternoz.

2  War an talbenn ma oa dor an hanternoz, an hirder a oa kant ilinad (~ 60 m); al ledander a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m).

3  A-dal d’an ugent ilinad (~ 12 m) eus al leurenn diabarzh, hag a-dal da bavezad al leurenn diavaez, e oa pondalezioù, ur pondalez a-us d’an hini all, war dri estaj.

4  Dirak ar c’hambroù e oa un alez a zek ilinad (~ 6 m) a ledander en diabarzh, hag ur wenodenn eus un ilinad (~ 60 cm). O dorojoù a oa troet ouzh an hanternoz.

5  Ar c’hambroù uhelañ a oa bihanoc’h eget ar re izelañ hag ar re greiz eus ar savadur, rak ar pondalezioù a lame lec’h diganto.

6  Tri estaj a oa, met ne oa ket kolonennoù evel kolonennoù al leurenn. Setu perak, adalek an douar, an trede estaj a oa enkoc’h eget an estaj izelañ hag an estaj kreiz.

7  Ar voger diavaez, a oa e-kichen ar c’hambroù, war-zu al leurenn diavaez, dirak ar c’hambroù, he doa hanter-kant ilinad  (~ 30 m) a hirder,

8  rak hirder ar c’hambroù war al leurenn diavaez a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m), met diouzh tu an templ e oa kant ilinad  (~ 60 m).

9  Dindan ar c’hambroù-se e oa an nor-vont ouzh tu ar sav-heol, hag e teued eno eus al leurenn diavaez.

10  War ledander moger al leurenn, war-zu ar sav-heol, e oa kambroù, a-dal d’ar pennad a zisparti ha d’ar savadur.

11  Dirazo e oa un alez, evel dirak ar c’hambroù troet ouzh an hanternoz. An hevelep hirder hag an hevelep ledander he doa; he digoroù, he neuziadur hag he dorojoù a oa heñvel.

12  Evel-se ivez e oa gant dorojoù ar c’hambroù troet ouzh ar c’hreisteiz. E penn an alez, an alez a-dal da voger ar sav-heol, e oa un nor evit mont e-barzh drezi.

13  Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c’hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c’hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic’haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec’h-mañ a zo santel.

14  Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec’h santel d’al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.

15  Goude bezañ echuet muzuliañ an ti diabarzh, e reas din mont er-maez dre hent dor ar sav-heol, hag e vuzulias a-dro-war-dro.

16  Muzuliañ a reas tu ar sav-heol gant ar walenn da vuzuliañ, hag e oa pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) tro-dro, gant ar walenn da vuzuliañ.

17  Hag e vuzulias tu an hanternoz, pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) tro-dro, gant ar walenn da vuzuliañ.

18  Hag e vuzulias tu ar c’hreisteiz, pemp kant gwalenn (~ 1.8 km), gant ar walenn da vuzuliañ.

19  Treiñ a reas etrezek tu ar c’huzh-heol, hag e vuzulias pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) gant ar walenn da vuzuliañ.

20  Hag e vuzulias pevar zu ar voger-dro, pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) a hirder ha pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) a ledander. Hag e servije da zisrannañ al lec’h santel diouzh al lec’h disakr.

 

Pennad 43

1  Hag e renas ac’hanon d’an nor, an nor a selle etrezek ar sav-heol.

2  Ha setu, gloar Doue Israel a zeue eus tu ar sav-heol, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag an douar a lugerne gant e c’hloar.

3  Ar weledigezh am boa neuze a oa heñvel ouzh ar weledigezh am boa bet pa oan deuet da zistrujañ ar gêr. Hag ar gweledigezhioù-se am boa bet, a oa evel ar weledigezh am boa bet tost da stêr Kebar.

4  Gloar an AOTROU a yeas e-barzh an ti dre hent an nor a selle etrezek ar sav-heol.

5  Ar Spered am savas hag am c’hasas d’al leurenn diabarzh. Ha setu, gloar an AOTROU a leunie an ti.

6  Hag e klevis unan bennak a gomze ouzhin a-ziabarzh an ti, hag un den en em zalc’he em c’hichen.

7  Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec’h va zron, lec’h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec’hioù.

8  Lakaet o deus o zreuzoù tost ouzh va zreuzoù, o fostoù tost ouzh va fostoù, ken na voe nemet ur voger etrezon-me hag int. Saotret o deus va anv santel dre an traoù euzhus o deus graet, hag em c’hounnar em eus kuzumet anezho.

9  Bremañ e pellaint diouzhin o gastaouerezh ha korfoù marv o rouaned, hag e vin o chom en o zouez da viken.

10  Te, mab an den, diskouez an ti-mañ da di Israel, ma vint mezhek eus o holl zireizhderioù, ha ma vuzuilhint ar raktres.

11  Mard int mezhek eus kement o deus graet, ro dezho da anavezout doare an ti, e neuziadur, e doulloù-dor, e zigoroù, e holl zoareennoù, e holl reolennoù, e holl zoareoù, e holl lezennoù. Skriv anezho dindan o daoulagad, evit ma virint e holl zoareennoù hag e holl reolennoù ha ma raint diouto.

12  Setu lezenn an ti: War-lein ar menez, e holl dakad bevennet a zo santel-meurbet. Evel-se eo lezenn an ti.

13  Setu amañ muzulioù an aoter, en ilinadoù, pep ilinad (~ 60 cm) o vuzuliañ ur palvad (~ 9 cm) muioc’h eget an ilinad ordinal (~ 50 cm). He diazez en deus un ilinad a uhelder, un ilinad a ledander, hag ar rizenn war e drolinenn ur rahouennad (~ 30 cm). Evel-se eo sichenn an aoter.

14  Adalek an diazez war an douar betek ar framm izelañ ez eus daou ilinad (~ 1.2 m), hag al ledander a zo un ilinad (~ 0.6 m). Adalek ar framm bihan betek ar framm bras ez eus pevar ilinad (~ 2.4 m), hag al ledander a zo un ilinad (~ 0.6 m).

15  Krec’h an oaled en deus pevar ilinad (~ 2.4 m), ha diouzh an oaled e sav pevar c’horn.

16  Oaled an aoter he deus daouzek ilinad (~ 7.2 m) a hirder ha daouzek ilinad a ledander, ur c’harrez peurvat e oa dre he fevar c’hostez.

17  Ar framm en deus pevarzek ilinad (~ 8.4 m) a hirder ha pevarzek ilinad a ledander war e bevar c’hostez. Ar rizenn en-dro he deus un hanter ilinad (~ 30 cm), hag an diazez un ilinad (~ 60 cm) tro-dro. An derezioù a zo troet ouzh ar reter.

18  Hag e lavaras din: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu amañ ar reolennoù diwar-benn an aoter d’an deiz ma vo graet, evit ma vo kinniget loskaberzhoù ha ma vo sparfet gwad warni.

19  Hag e roi ur c’hole yaouank evel aberzh-dic’haouiñ d’an aberzhourien, al Levited a zo eus gouenn Zadok hag a dosta ouzhin evit va servijañ, eme an Aotrou AOTROU.

20  Hag e kemeri eus e wad, a lakai war he fevar c’horn, war bevar c’hogn ar framm ha war ar rizenn tro-dro. Evel-se e c’hlanai anezhi hag e ri an dic’haou eviti.

21  Hag e kemeri ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, hag e vo devet el lec’h lakaet a-du evit-se en ti, er-maez eus ar santual.

22  D’an eil deiz e kinnigi ur bouc’h eus ar givri, disi, evel aberzh-dic’haouiñ. Hag e vo glanaet an aoter evel ma vo bet glanaet gant ar c’hole.

23  Pa ez po echuet glanaat anezhi, e kinnigi ur c’hole yaouank disi, hag un tourz eus an tropell, disi.

24  O c’hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d’an AOTROU.

25  E-pad seizh devezh ec’h aberzhi bemdez ur bouc’h evel aberzh-dic’haouiñ. Hag e vo aberzhet ivez ur c’hole yaouank hag un tourz eus an tropell, disi.

26  E-pad seizh devezh e ri an dic’haou evit an aoter hag e c’hlanai anezhi, hag e vo kensakret.

27  Pa vo tremenet an devezhioù-se, adalek an eizhvet deiz ha da c’houde, pa aberzho an aberzhourien o loskaberzhoù hag o aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter-mañ, me a vo a-du ganeoc’h, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 44

1  Hag e tegasas ac’hanon en-dro etrezek dor diavaez ar santual, hini ar sav-heol, ha serret e oa.

2  An AOTROU a lavaras din: An nor-mañ a vo serret ha ne vo ket digoret, den ne zeuio drezi, rak an Aotrou Doue Israel a zo aet drezi. Chom a raio serret.

3  Ar priñs hepken, evel m’eo priñs, a c’hello azezañ enni da zebriñ bara dirak an AOTROU. Mont a raio dre hent porzh an nor-mañ, hag e yelo er-maez dre an hevelep hent.

4  Hag e kasas ac’hanon etrezek dor an hanternoz, dirak an ti. Hag e sellis, ha setu, gloar an AOTROU a leunie ti an AOTROU, hag e kouezhis war va dremm.

5  An AOTROU a lavaras din: Mab an den, taol evezh, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn kement ez an da lavarout dit diwar-benn holl reolennoù ti an AOTROU hag e holl lezennoù. Ha taol evezh ouzh digor an ti hag ouzh holl doulloù-dor ar santual.

6  Hag e lavari d’ar re zisent, da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ti Israel, a-walc’h gant hoc’h holl euzhusterioù!

7  Lakaet hoc’h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc’h a galon ha diamdroc’h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc’h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc’h eus va emglev gant hoc’h holl euzhusterioù.

8  N’hoc’h eus ket miret servij va santual, met lakaet hoc’h eus mirerien all evit va servij em santual.

9  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Mab diavaeziek ebet, diamdroc’h a galon ha diamdroc’h a gig, ned aio em santual, hini ebet eus mibien an diavaezidi a zo e-touez mibien Israel.

10  Hag al Levited, o deus pellaet diouzhin pa ziheñche Israel hag o deus diheñchet diouzhin evit heuliañ o idoloù, a zougo o direizhder.

11  Koulskoude e vint servijerien em santual, evit eveshaat ouzh dorojoù an ti ha servijañ en ti: lazhañ a raint evit ar bobl al loskaberzh hag an aberzhoù all, hag en em zalc’hint dirazo da servijañ anezho.

12  Peogwir o deus servijet anezho dirak o idoloù, hag o deus graet da di Israel kouezhañ en direizhder, en abeg da-se em eus savet va dorn en o enep, eme an Aotrou AOTROU, hag e tougint o direizhder.

13  Ne dostaint ket ouzhin evel aberzhour din, ne dostaint ket ouzh va zraoù santel el lec’hioù santel-meurbet, hag e tougint o dismegañs hag o euzhusterioù o deus graet.

14  O lakaat a rin da virout servij va zi, evit al labourioù hag an holl bezh a vo d’ober ennañ.

15  Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc’ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.

16  Int a zeuio em santual hag a dostaio ouzh va zaol evit va servijañ, hag e virint va servij.

17  Pa zeuint e-barzh dre zorojoù al leurenn diabarzh, e wiskint dilhad lin. N’o devo ket a c’hloan warno e-pad ma servijint ouzh dorojoù al leurenn diabarzh hag e-barzh an ti.

18  Tulbanoù lin o devo war o fenn, ha brageier lin war o divgroazell; n’en em c’hourizint ket en abeg d’ar c’hwez.

19  Pa’z aint d’al leurenn diavaez, d’al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c’hambroù santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.

20  Ne douzint ket o fenn, ha ne lezint ket o blev da greskiñ, met o blev a droc’hint.

21  Aberzhour ebet ne evo gwin pa’z aio d’al leurenn diabarzh.

22  Ne gemerint ket da wreg un intañvez, nag unan gaset kuit, met kemer a raint gwerc’hezed eus gouenn ti Israel, pe un intañvez a oa bet d’un aberzhour diagent.

23  Hag e kelennint da’m fobl an diforc’h etre sakr ha disakr, hag e roint dezho da ziverzout an dic’hlan diouzh ar glan.

24  Pa c’hoarvezo un tabut bennak, en em zalc’hint d’ar varn, hag e varnint hervez va barnedigezhioù. Hag e virint va lezennoù ha va reolennoù em holl c’houelioù, hag e santelaint va deizioù sabad.

25  Ned aint ket etrezek un den marv, en aon da vezañ saotret, met en em saotrañ e c’hellint evit un tad, ur vamm, ur mab, ur verc’h, ur breur, ur c’hoar n’he devo bet pried ebet.

26  Goude bezañ bet glanaet, e vo kontet dezhañ seizh devezh.

27  D’an deiz ma’z aio d’ar santual, d’al leurenn diabarzh evit ober ar servij er santual, e kinnigo e aberzh-dic’haouiñ, eme an Aotrou AOTROU.

28  Hag o devo un hêrezh: Me eo o hêrezh. Ne roiot dalc’h ebet dezho en Israel, Me eo o dalc’h.

29  Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic’haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.

30  Frouezh kentañ eus an holl rummoù hag eus an holl brofoù savet, a bep seurt, a vo d’an aberzhourien. Hag e roiot d’an aberzhourien lodenn gentañ ho toaz, evit ma chomo ar vennozh war ho ti.

31  An aberzhourien ne zebrint ket ar c’hig eus ul loen marvet anezhañ e-unan pe diframmet, labous pe pevarzroadeg.

 

Pennad 45

1  Pa rannot dre ar sord ar vro evel hêrezh, e savot evel ur prof d’an AOTROU, ul lodenn eus ar vro a vo santel: pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a hirder, ha dek mil (~ 6 km) a ledander. Santel e vo en hec’h holl astennidigezh.

2  Enni e vo evit ar santual ur c’harrez a bemp kant (~ 300 m) war bemp kant, hag ur pennad frank tro-dro a hanter-kant ilinad (~ 30 m).

3  Diwar ar muzulioù-mañ, e vuzuilhi un hirder a bemp mil warn-ugent hag ul ledander a dek mil, hag eno e vo ar santual hag al lec’h santel-meurbet.

4  Homañ a vo lodenn santel ar vro evit an aberzhourien, bez’ e vo da servijerien ar santual, a dosta ouzh an AOTROU evit servijañ anezhañ. Ul lec’h e vo evit o ziez, hag ul lec’h santel evit ar santual.

5  Ar pemp mil warn-ugent a hirder war zek mil a ledander a vo d’al Levited a ra servij an ti, evel o dalc’h, gant ugent kambr.

6  Hag e kemerot evel domani-kêr pemp mil a ledander war bemp mil warn-ugent a hirder, a-hed al lodenn santel savet. Evit holl di Israel e vo.

7  Evit ar priñs e virot ul lodenn, ouzh an daou du eus al lodenn santel savet hag eus an domani-kêr, a-dal d’al lodenn santel savet ha d’an domani-kêr, ouzh tu ar c’huzh-heol etrezek ar c’huzh-heol, ouzh tu ar sav-heol etrezek ar sav-heol, war un hirder a-geñver da unan eus al lodennoù, adalek harz ar c’huzh-heol betek harz ar sav-heol.

8  E zouar e vo, e berzh en Israel, ha va friñsed ne waskint ken va fobl. Hag e lezint ar vro da di Israel, hervez e veuriadoù.

9  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc’h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.

10  Ra vo reizh ar valañs, ha ra vo reizh an efa, reizh ar bat.

11  An efa (~ 30 l) hag ar bat (~ 30 l) o devo an hevelep muzul: ar bat a zalc’ho un dekvedenn eus un homer, hag an efa un dekvedenn eus un homer; diouzh an homer (~ 300 l) e vo o muzul.

12  Ar sikl (~ 10 g) a vo ugent gera (~ 0.5 g), hag ar vinenn (~ 600 g) a vo evidoc’h ugent sikl, pemp sikl warn-ugent ha pemzek sikl.

13  Setu amañ ar prof savet a ginnigot: ur c’hwec’hvedenn eus un efa dre homer ed, hag ur c’hwec’hvedenn eus un efa dre homer heiz.

14  Ha setu ar reolenn evit an eoul, evit ur bat a eoul: un dekvedenn eus ur bat dre bep kor (~ 300 l), a zo dek bat pe un homer, rak dek bat a ra un homer.

15  Hag un oan eus an tropell diwar daou c’hant, eus peurvanoù druz Israel, evit un donezon, evit ul loskaberzh, hag evit un aberzh a drugarekadennoù, d’ober dic’haou evito, eme an Aotrou AOTROU.

16  Holl bobl ar vro a vo rediet d’ar prof savet-se evit priñs Israel.

17  Met ret e vo d’ar priñs da reiñ al loskaberzhoù, an donezonoù, an evadkinnigoù, evit al lidoù, al loarioù nevez, an deizioù sabad, evit holl c’houelioù ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic’haouiñ, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù, d’ober dic’haou evit ti Israel.

18  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D’ar c’hentañ miz, d’ar c’hentañ deiz eus ar miz, e kemeri ur c’hole yaouank disi, evit glanaat ar santual.

19  An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, hag en lakaio war bostoù an ti, war bevar c’horn framm an aoter, ha war bostoù dor al leurenn diabarzh.

20  Ober a ri er memes doare d’ar seizhvet deiz eus ar miz, evit ar re o devo pec’het diratozh pe dre zievezh. Evel-se e ri dic’haou evit an ti.

21  D’ar c’hentañ miz, d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, e vo ar Pask: Ar gouel a bado seizh devezh, hag e vo debret bara hep goell.

22  En deiz-se, ar priñs a ginnigo evitañ hag evit holl bobl ar vro ur c’hole evel aberzh-dic’haouiñ.

23  E-pad ar seizh devezh eus ar gouel-mañ, e kinnigo evel loskaberzh d’an AOTROU seizh kole ha seizh tourz, disi, bemdez, e-pad ar seizh devezh, hag ivez ur menn-gavr, bemdez, evel aberzh-dic’haouiñ.

24  Hag e kinnigo evel donezon un efa (~ 30 l) a vleud dre gole, un efa dre dourz, hag un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

25  D’ar seizhvet miz, d’ar pemzekvet deiz eus ar miz, d’ar gouel, e kinnigo e-pad seizh deiz an hevelep traoù, diwar-benn an aberzh-dic’haouiñ, diwar-benn al loskaberzh, diwar-benn an donezon, ha diwar-benn an eoul.

 

Pennad 46

1  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dor al leurenn diabarzh, an hini a sell etrezek ar sav-heol, a vo serret e-pad ar c’hwec’h devezh labour, met digoret e vo d’an deiz sabad, ha digoret e vo da zeiz al loar nevez.

2  Ar priñs a yelo e-barzh dre hent porzh an nor diavaez, hag en em zalc’ho e-kichen post an nor, e-pad ma kinnigo an aberzhourien e loskaberzh hag e aberzhoù a drugarekadennoù. Hag ec’h azeulo war dreuzoù an nor, hag ez aio kuit, met an nor ne vo ket serret betek an abardaez.

3  Pobl ar vro a azeulo an AOTROU ouzh toull an nor-se da zeizioù ar sabad ha d’al loarioù nevez

4  Al loskaberzh a ginnigo ar priñs d’an AOTROU d’an deiz sabad a vo c’hwec’h oan disi hag un tourz disi,

5  hag e zonezon a vo un efa (~ 30 l) dre dourz, e zonezon evit an oaned a vo evel ma c’hello reiñ, gant un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

6  Da zeiz al loar nevez e kinnigo ur c’hole yaouank disi, c’hwec’h oan hag un tourz, a vo disi,

7  hag e kinnigo evel donezon un efa dre gole, un efa dre dourz, evit an oaned evel ma c’hello reiñ, gant un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

8  Pa’z aio ar priñs e-barzh, e yelo e-barzh dre hent porzh an nor, hag ez aio kuit dre an hevelep hent.

9  Met pa’z aio pobl ar vro dirak an AOTROU evit ar gouelioù, an hini a yelo e-barzh dre hent dor an hanternoz evit azeuliñ a yelo kuit dre hent dor ar c’hreisteiz, hag an hini a yelo e-barzh dre hent dor ar c’hreisteiz a yelo kuit dre hent dor an hanternoz, ne zistroio ket dre hent an nor ma oa aet e-barzh drezi, met ez aio kuit dre an hini rag-enep.

10  Ar priñs a yelo e-barzh en o zouez pa’z aint e-barzh. Ha pa’z aint kuit, e yelo ivez.

11  D’al lidoù ha d’ar gouelioù, an donezon a vo un efa (~ 30 l) dre gole, un efa dre dourz, hag evit an oaned evel ma c’hello reiñ, gant un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

12  Mar kinnig ar priñs ul loskaberzh a volontez vat pe aberzhoù a drugarekadennoù a volontez vat d’an AOTROU, e vo digoret dezhañ an nor a sell etrezek ar sav-heol, hag e kinnigo e loskaberzh hag e aberzhoù a drugarekadennoù evel ma ra d’an deiz sabad. Hag ez aio kuit, ha pa vo aet er-maez e vo serret an nor.

13  Bemdez e kinnigi ul loskaberzh d’an AOTROU, un oan eus ur bloaz, disi. E ginnig a ri bep beure.

14  Kinnig a ri ivez gantañ un donezon bep beure, ur c’hwec’hvedenn eus un efa (1/6 efa ~ 5 l), hag un drederenn eus un hin (1/3 hin ~ 2 l) eoul evit mezañ ar flour bleud. Un donezon d’an AOTROU eo, da viken, ur reolenn beurbad.

15  Kinniget e vo an oan, an donezon hag an eoul bep beure, evel ul loskaberzh peurbad.

16  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa raio ar priñs ur prof diwar e hêrezh da unan eus e vibien, kement-se a vo d’e vibien, o dalc’h a vo evel hêrezh.

17  Met mar ra ur prof diwar e hêrezh da unan eus e servijerien, kement-se a vo dezhañ betek bloavezh ar frankiz, hag e tistroio d’ar priñs. E hêrezh a vo nemet d’e vibien, chom a raio ganto.

18  Ar priñs ne gemero netra diwar hêrezh ar bobl o tiwiskañ anezho eus o dalc’h. Diwar e zalc’h eo e roio un hêrezh d’e vibien, evit na vo den ebet eus va fobl kaset kuit eus e zalc’h.

19  Hag e kasas ac’hanon dre an digor a oa ouzh kostez an nor, da gambroù santel an aberzhourien, etrezek an hanternoz. Ha setu e oa ul lec’h er foñs etrezek ar c’huzh-heol.

20  Hag e lavaras din: Amañ emañ al lec’h ma lakaio an aberzhourien da virviñ kig an aberzhoù a gablusted hag an aberzhoù-dic’haouiñ, ha ma lakaint da boazhañ an donezonoù, evit na gasint ket anezho d’al leurenn diavaez ha na santelaint ket ar bobl.

21  Hag e kasas ac’hanon er-maez d’al leurenn diavaez, hag e reas din tremen dre bevar c’horn al leurenn. Ha setu, e oa ul leurennig e pep korn eus al leurenn.

22  E pevar c’horn al leurenn e oa leurennoùigoù kloz, a zaou-ugent ilinad (~ 24 m) a hirder ha tregont (~ 18 m) a ledander. O fevar holl o doa an hevelep muzul, er c’hornioù.

23  Ur voger tro-dro a gloze anezho o-fevar, ha dindan ar mogerioù, tro-dro, e oa graet oaledoù.

24  Hag e lavaras din: Amañ emañ ar c’heginoù, e-lec’h ma vo lakaet da virviñ gant servijerien an ti aberzhoù ar bobl.

 

Pennad 47

1  Hag e kasas ac’hanon en-dro da zor an ti. Ha setu, dour a zeue er-maez a-zindan treuzoù an ti ouzh ar sav-heol, rak talbenn an ti a selle etrezek ar sav-heol, hag an dour a ziskenne a-zindan kostez dehou an ti, er c’hreisteiz d’an aoter.

2  Hag e kasas ac’hanon er-maez dre zor an hanternoz, hag e reas din treiñ dre an hent diavaez betek an nor diavaez, war an hent a selle etrezek ar sav-heol. Ha setu, an dour a rede eus ar c’hostez dehou.

3  Pa’z eas an den war-raok war-zu ar sav-heol, e talc’he en e zorn ur gordenn, hag e vuzulias mil ilinad (~ 600 m), hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daouufern.

4  Hag e vuzulias c’hoazh mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daoulin. Hag e vuzulias c’hoazh mil, hag e reas din tremen a-dreuz an dour, a zeue betek va divgroazell.

5  Hag e vuzulias c’hoazh mil, hag e oa ur froud na c’hellen ket treuziñ, rak an doureier o doa kresket, hag e oa ret neuñviñ; ar froud na c’helled ket treuziñ.

6  Neuze e lavaras din: Mab an den, ha gwelet ec’h eus? Hag e renas ac’hanon war ribl ar froud.

7  Pa oan deuet en-dro, setu, war an daou ribl eus ar froud e oa kalz a wez.

8  Hag e lavaras din: An doureier-se a ya da rannvro ar sav-heol, hag e tiskennint er blaenenn, hag ez aint er mor. Pa vint en em daolet er mor, e zoureier a zeuio da vezañ yac’h.

9  Pep boud bev a fiñv a vevo en holl lec’hioù ma redo an daou froud, hag e vo kalz a besked. Pa zeuio ar froud, yac’haet e vo an doureier, ha pep tra a vevo e-lec’h ma redo.

10  Pesketaerien en em zalc’ho war ar ribloù, hag e vo stegnet rouedoù adalek En-Gedi betek En-Eglaim. Ar pesked a vo hervez o rumm, evel pesked ar Mor Bras, gwall-niverus.

11  E baludoù hag e boulloù ne vint ket yac’haet, lezet e vint evit an holen.

12  E-kichen ar froud-se, war e ribloù, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weñvo ket o delioù ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, dre ma teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioù a vo louzeier.

13  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu harzoù ar vro en devo daouzek meuriad Israel da hêrezh; Jozef en devo div lodenn.

14  Hoc’h hêrezh a vo deoc’h, d’an eil ha da egile, savet em eus va dorn he reiñ d’ho tadoù, hag e kouezho ar vro-se en hêrezh deoc’h.

15  Setu harzoù ar vro ouzh tu an hanternoz: Adalek ar Mor Bras, hent Hetlon betek Zedad,

16  Hamad, Berota, Sibraim, a zo etre harz Damask hag harz Hamad, Hazer-Hattikon etrezek harz Havran.

17  An harz a vo adalek ar mor e Hazar-Enan, harz Damask, an hanternoz tre, hag harz Hamad. Setu kostez an hanternoz.

18  Ouzh tu ar sav-heol: Adalek etre Havran, Damask, Galaad ha bro Israel, ar Jordan. Muzuliañ a reot adalek harz an hanternoz betek Mor ar Sav-heol. Setu kostez ar sav-heol.

19  Ouzh tu ar c’hreisteiz: Ouzh ar c’hreisteiz, adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras. Setu kostez ar c’hreisteiz.

20  Ouzh tu ar c’huzh-heol: Ar Mor Bras, adalek harz ar c’hreisteiz betek digor Hamad. Setu kostez ar c’huzh-heol.

21  Hag e lodennot ar vro-se etrezoc’h, hervez meuriadoù Israel.

22  He lodennañ a reot dre ar sord, evidoc’h hag evit an diavaezidi o chom en ho touez hag a vo tad da vibien en ho touez. Bez’ e vint evidoc’h evel an henvroidi e-touez mibien Israel, hag o devo un hêrezh ganeoc’h e-touez meuriadoù Israel.

23  Hag e roiot d’an diavaeziad e hêrezh er meuriad a vo o chom ennañ, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 48

1  Setu anvioù ar meuriadoù: Adalek penn an hanternoz, a-hed hent Hetlon, betek digor Hamad, Hazar-Enan, harz Damask war-zu an hanternoz, war vevenn Hamad, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Dan.

2  Ouzh harz Dan, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Aser.

3  Ouzh harz Aser, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Neftali.

4  Ouzh harz Neftali, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Vanase.

5  Ouzh harz Manase, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Efraim.

6  Ouzh harz Efraim, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Ruben.

7  Ouzh harz Ruben, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Juda.

8  Ouzh harz Juda, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo al lodenn savet a ginnigot: pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a ledander, hag an hirder evel unan al lodennoù eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol. Ar santual a vo en he c’hreiz.

9  Al lodenn a savot evel ur prof d’an AOTROU en devo pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a hirder, ha dek mil (~ 6 km) a ledander.

10  Al lodenn santel savet-mañ a vo evito, evit an aberzhourien: pemp mil warn-ugent ouzh an hanternoz, dek mil a ledander ouzh ar c’huzh-heol, dek mil ouzh ar sav-heol, pemp mil warn-ugent ouzh ar c’hreisteiz. Santual an AOTROU a vo en he c’hreiz.

11  D’an aberzhourien santelaet e vo, da vibien Zadok, ar re o deus miret va servij ha n’o deus ket diheñchet, pa ziheñche mibien Israel evel ma tiheñche al Levited.

12  Dezho e vo ul lodenn savet diwar al lodenn savet diaraok diwar ar vro, ul lodenn santel-meurbet, a-hed harz al Levited.

13  Ouzh harz an aberzhourien, al Levited o devo pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a hirder, ha dek mil (~ 6 km) a ledander. An holl hirder a vo pemp mil warn-ugent, hag al led a vo dek mil.

14  Ne werzhint ha ne eskemmint netra diouti, frouezh kentañ ar vro ne vint ket douget eno, rak un dra santel eo evit an AOTROU.

15  Ar pemp mil (~ 3 km) a chomo e ledander, diwar ar pemp mil warn-ugent, a vo ul lec’h boutin evit kêr, evit he chomlec’hioù hag evit he fabourzioù. Kêr a vo er c’hreiz.

16  Ha setu he muzulioù: kostez an hanternoz, pevar mil pemp kant (~ 2.7 km); kostez ar c’hreisteiz, pevar mil pemp kant; kostez ar sav-heol, pevar mil pemp kant; kostez ar c’huzh-heol, pevar mil pemp kant.

17  Fabourzioù kêr o devo ouzh an hanternoz daou-c’hant hanter-kant (~ 150 m), ouzh ar c’hreisteiz daou-c’hant hanter-kant, ouzh ar sav-heol daou-c’hant hanter-kant, ouzh ar c’huzh-heol daou-c’hant hanter-kant.

18  Ar pezh a chomo war an hirder a-hed al lodenn savet diwar al lodenn santel, en devo dek mil (~ 6 km) ouzh tu ar sav-heol ha dek mil ouzh tu ar c’huzh-heol. Hag e vo a-hed al lodenn savet diwar al lodenn santel, ha leve an daou bennad-se a vo ar boued evit ar re a labouro e kêr.

19  Ar re a labouro e kêr, a-douez holl veuriadoù Israel, a labouro er pennadoù-se.

20  An holl lodenn savet he devo pemp mil warn-ugent war bemp mil warn-ugent. Ur c’harrez e vo al lodenn savet, oc’h enderc’hel domani kêr.

21  An nemorant a vo evit ar priñs, d’an daou du d’al lodenn savet santel ha da zomani kêr, a-hed ar pemp mil warn-ugent eus al lodenn savet betek harz ar sav-heol, ha war-zu ar c’huzh-heol a-hed ar pemp mil warn-ugent betek harz ar c’huzh-heol, a-hed al lodennoù, evit ar priñs; al lodenn savet santel ha santual an ti a vo er c’hreiz.

22  Evel-se, d’ar priñs e vo ar pezh en em gavo etre harz Juda hag harz Benjamin, nemet domani al Levited ha domani kêr, a vo e-kreiz domani ar priñs.

23  Ha setu evit nemorant ar meuriadoù. Eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Venjamin.

24  Ouzh harz Benjamin, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Simeon.

25  Ouzh harz Simeon, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Isakar.

26  Ouzh harz Isakar, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn Zabulon.

27  Ouzh harz Zabulon, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, e vo lodenn C’had.

28  Ouzh harz Gad, war-zu ar c’hreisteiz: Ouzh ar c’hreisteiz, an harz a vo adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras.

29  Honnezh eo ar vro a lodennot dre ar sord en hêrezh da veuriadoù Israel, hag ar re-se eo o lodennoù, eme an Aotrou AOTROU.

30  Setu amañ monedigezhioù kêr: Ouzh tu an hanternoz, ar muzul a vo pevar mil pemp kant ilinad (~ 2.7 km),

31  ha dorojoù kêr a vo anvet hervez meuriadoù Israel: teir dor ouzh an hanternoz, unan anvet dor Ruben, unan anvet dor Juda, unan anvet dor Levi.

32  Ouzh tu ar sav-heol, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor Jozef, unan anvet dor Venjamin, unan anvet dor Zan.

33  Ouzh tu ar c’hreisteiz, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor Simeon, unan anvet dor Isakar, unan anvet dor Zabulon.

34  Ouzh tu ar c’huzh-heol, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor C’had, unan anvet dor Aser, unan anvet dor Neftali.

35  An dro he devo triwec’h mil ilinad (~ 10.8 km), hag adalek hiziv, anv kêr a vo: An AOTROU a zo amañ.

 

Publicités