27 Daniel

LEVR DANIEL

 

Pennad 1

1  D’an trede vloaz eus Jojakim roue Juda, e pignas Nebukadnezar roue Babilon a-enep Jeruzalem hag e reas seziz en-dro dezhi.

2  An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.

3  Ar roue a c’hourc’hemennas da Ashpenaz, penn e spazhidi, degas dezhañ, a-douez mibien Israel a ouenn roueel pe a uhelouenn,

4  paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoù, gouest d’en em zerc’hel e palez ar roue, evit bezañ desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz.

5  Ar roue a roas dezho ul lodenn bemdeziek eus meuzioù ar roue hag eus ar gwin a eve, evit ma vefent desavet e-pad tri bloaz, ha ma en em zalc’hfent dirak ar roue goude-se.

6  Hag e oa en o zouez mibien Juda: Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria.

7  Penn ar spazhidi a roas anvioù all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego.

8  Daniel a soñjas en e galon n’en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c’houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ.

9  Doue a lakaas Daniel da gavout trugarez ha gras dirak penn ar spazhidi.

10  Penn ar spazhidi a lavaras da Zaniel: Aon am eus rak ar roue va mestr, rak urzhiet en deus ar pezh a zebrot hag ar pezh a evot. Perak eta e welfe ho tremmoù morlivet muioc’h eget re an dud yaouank a oad ganeoc’h, hag e lakafec’h va fenn en riskl e-keñver ar roue?

11  Daniel a lavaras da Velzar, a oa bet lakaet gant penn ar spazhidi war Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria.

12  Amprou da servijerien e-pad dek deiz, ha ra vo roet deomp legumaj da zebriñ ha dour da evañ.

13  Goude-se e selli ouzh hon dremmoù hag ouzh dremmoù an dud yaouank a zebr meuzioù ar roue. Neuze e ri da’z servijerien hervez ma ez po gwelet.

14  Hag e selaouas outañ, hag ec’h amprouas anezho e-pad dek devezh.

15  A-benn an dek devezh e voe gwelet e oa gwelloc’h o dremmoù ha lartoc’h o c’horfoù eget an holl dud yaouank a zebre meuzioù ar roue.

16  Evel-se e lame Melzar ul lodenn eus o meuzioù hag o gwin lakaet da evañ, hag e roe dezho legumaj.

17  Doue a roas d’ar pevar den yaouank-mañ gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre.

18  A-benn an deizioù merket gant ar roue evit ma vefent degaset dezhañ, penn ar spazhidi a zegasas anezho dirak Nebukadnezar.

19  Ar roue a gomzas ganto, hag en o zouez holl ne oa hini ebet evel Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. Hag en em zalc’hjont dirak ar roue.

20  E pep tachenn a c’houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d’an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.

21  Evel-se e voe Daniel betek kentañ vloaz ar roue Kiruz.

 

Pennad 2

1  D’an eil bloaz eus ren Nebukadnezar, en doe Nebukadnezar huñvreoù. E spered a oa trubuilhet ha ne c’helle ken kousket.

2  Ar roue a c’hourc’hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegañ d’ar roue e huñvreoù. Hag e teujont, hag en em zalc’hjont dirak ar roue.

3  Ar roue a lavaras dezho: Bet em eus un huñvre, va spered a zo trubuilhet o klask anavezout an huñvre-mañ.

4  Ar Galdeiz a lavaras d’ar roue en aramaeg: O roue, ra vevi da viken! Lavar an huñvre da’z servijerien, hag e tiskuilhimp dit an disklêriadenn.

5  Ar roue a respontas d’ar Galdeiz o lavarout: Ne’m eus ket soñj eus an dra; ma ne roit ket din da anavezout an huñvre hag e zisklêriadenn, e viot lakaet a-dammoù, hag ho tiez a vo lakaet da vezañ ur bern lastez.

6  Met mar diskuliot an huñvre hag e zisklêriadenn, e resevot diganin donezonoù, profoù hag enorioù bras. Diskuilhit din eta an huñvre hag e zisklêriadenn.

7  Respont a rejont an eil gwech o lavarout: Ra lavaro ar roue an huñvre d’e servijerien, hag e tiskuilhimp e zisklêriadenn.

8  Ar roue a respontas o lavarout: Kompren a ran bremañ e klaskit gounit amzer, dre ma welit ne’m eus ket soñj eus an dra.

9  Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac’hanoc’h holl. Rak hoc’h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c’hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c’hellot diskuliañ e zisklêriadenn.

10  Ar Galdeiz a respontas d’ar roue o lavarout: N’eus den war an douar a c’hellfe diskuliañ ar pezh a c’houlenn ar roue, rak biskoazh ur roue, pegen bras ha galloudus e vefe, n’en deus goulennet un dra evel-se digant hudourien, steredourien, pe Kaldeiz ebet.

11  Ar pezh a c’houlenn ar roue a zo diaes-kenañ, n’eus den hag a c’hellfe diskuliañ anezhañ, nemet an doueoù, met o chomlec’h n’emañ ket e-touez ar c’hig.

12  War gement-se, ar roue a yeas droug ennañ hag a fuloras taer, hag e c’hourc’hemennas lakaat d’ar marv holl dud fur Babilon.

13  Ar setañs a voe embannet da lazhañ an dud fur, hag e voe kerc’het Daniel hag e genseurted evit o lakaat d’ar marv.

14  Neuze Daniel a gomzas gant poell ha furnez da Arjok, penn gwarded ar roue, a oa o vont da lakaat d’ar marv tud fur Babilon.

15  Komz a reas ouzh Arjok, ofiser ar roue, o lavarout: Perak eo ken garv ar setañs a-berzh ar roue? Arjok a roas da anavezout an dra da Zaniel.

16  Daniel a yeas hag a bedas ar roue da reiñ amzer dezhañ, hag e rofe an disklêriadenn d’ar roue.

17  Neuze ez eas Daniel d’ar gêr, hag e roas da anavezout an afer da Hanania, da Vishael ha da Azaria, e genseurted,

18  evit ma c’houlennfent truez digant Doue an neñvoù diwar-benn an dra guzhet-se, evit na vefe ket lakaet d’ar marv Daniel hag e genseurted gant an dud fur all eus Babilon.

19  Hag an dra guzhet a voe diskuliet da Zaniel en ur weledigezh e-pad an noz. Daniel a vennigas Doue an neñvoù.

20  Daniel a gomzas o lavarout: Ra vo benniget anv Doue a-viskoazh ha da viken, rak dezhañ eo ar furnez hag ar galloud!

21  Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d’ar re fur hag ar ouiziegezh d’ar re skiantek.

22  Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.

23  O Doue va zadoù! Da drugarekaat ha da veuliñ a ran, rak ec’h eus roet din furnez ha galloud, hag ec’h eus graet din anavezout bremañ ar pezh hon eus goulennet diganit. Roet ec’h eus deomp da anavezout tra kuzhet ar roue.

24  Neuze ez eas Daniel da gavout Arjok, an hini karget gant ar roue da lazhañ re fur Vabilon. Mont a reas hag e komzas outañ evel-henn: Na laka ket d’ar marv tud fur Vabilon, met va c’has da gichen ar roue, hag e roin dezhañ an disklêriadenn.

25  Arjok a gasas buan Daniel da gichen ar roue, hag a gomzas evel-henn: Kavet em eus e-touez harluidi Juda un den a roio an disklêriadenn d’ar roue.

26  Ar roue a gomzas o lavarout da Zaniel, anvet Beltshazar: Hag e vefes barrek da reiñ da anavezout din an huñvre am eus bet hag e zisklêriadenn?

27  Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c’houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c’hellint he diskuliañ d’ar roue.

28  Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d’ar roue Nebukadnezar ar pezh a c’hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac’h eus bet ez penn war da wele.

29  O roue! Savet eo soñjoù ennout war da wele diwar-benn ar pezh a c’hoarvezo en amzer da zont, hag an hini a ziskuilh an traoù kuzhet a ro dit da anavezout ar pezh a c’hoarvezo.

30  Hag an dra guzhet-se a zo bet diskuliet din, nann dre ur furnez a vefe ennon muioc’h eget en den bev ebet, met evit ma vefe roet an disklêriadenn d’ar roue, ha mac’h anavezfes soñjoù da galon.

31  O roue! Te a selle, ha setu un delwenn vras! Splannder an delwenn vras-se a oa dispar; en he sav e oa dirazout, spontus da welout.

32  Penn an delwenn a oa en aour glan, he bruched hag he divrec’h en arc’hant, he c’hof hag he divorzhed en arem,

33  he divhar en houarn, he zreid lod en houarn ha lod e pri.

34  Te a selle betek ma tistagas ur maen, hep sikour dorn ebet, hag a skoas gant an delwenn war he zreid en houarn hag e pri, hag o bruzunas.

35  Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc’hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.

36  Setu an huñvre, hag e lavarimp e zisklêriadenn dirak ar roue.

37  O roue! Te eo roue ar rouaned, rak Doue an neñvoù en deus roet dit ar ren, ar galloud, an nerzh hag ar c’hloar.

38  Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec’h ma’z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.

39  War da lerc’h e savo ur rouantelezh all bihanoc’h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.

40  Hag e vo ur bedervet rouantelezh, kreñv evel houarn. An houarn a laka a-dammoù hag a vruzun pep tra, hag evel ma freuz pep tra, hi a lakaio a-dammoù hag a freuzo.

41  Hag evel ma ec’h eus gwelet an treid hag ar bizied lod e pri ha lod en houarn, honnezh a vo ur rouantelezh lodennet. Met bez’ e vo enni nerzh an houarn, rak ec’h eus gwelet houarn mesket gant pri.

42  Hag evel ma oa ar bizied treid lod en houarn ha lod e pri, evel-se e vo ar rouantelezh-se kreñv evit ul lod ha dinerzh evit ul lod.

43  Gwelet ec’h eus an houarn mesket gant ar pri, mesket e vint gant had den, met ne vint ket unanet an eil ouzh egile, evel ma ne vesk ket an houarn gant ar pri.

44  En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec’h-unan a bado da viken,

45  evel ma ec’h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc’hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d’ar roue ar pezh a c’hoarvezo amañ war-lerc’h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.

46  Neuze ar roue Nebukadnezar a gouezhas war e zremm hag a stouas dirak Daniel, hag e c’hourc’hemennas ma vefe kinniget dezhañ profoù ha c’hwezhioù-mat.

47  Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec’h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.

48  Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c’houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.

49 Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien broviñs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.

 

Pennad 3

1  Ar roue Nebukadnezar a reas un delwenn aour, uhel a dri-ugent ilinad (~ 30 m) ha ledan a c’hwec’h ilinad (~ 3 m). Hag e savas anezhi e plaenenn Dura, e proviñs Babilon.

2  Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c’houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.

3  Evel-se e voe dastumet ar satraped, ar brefeded, ar c’houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù evit dedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar. Hag en em zalc’hjont dirak an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.

4  Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc’hemennet eo deoc’h, pobloù, broadoù, yezhoù,

5  kerkent hag e klevot son ar c’horn, ar c’hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec’h azeulot an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.

6  Ha piv bennak na stouo ket ha n’azeulo ket, a vo raktal taolet en ur fornez-dan grizias.

7  Setu perak, kerkent hag e klevas an holl bobloù son ar c’horn, ar c’hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stoujont holl, pobloù, broadoù, yezhoù, hag ec’h azeuljont an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.

8  Diwar-benn-se, d’an ampoent, e tostaas Kaldeiz da damall ar Yuzevien.

9  Komz a rejont ouzh ar roue Nebukadnezar, o lavarout: O roue, ra vevi da viken!

10  Te, o roue, ac’h eus roet un urzh, penaos pep den a glevfe son ar c’horn, ar c’hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, a dlefe stouiñ hag azeuliñ an delwenn aour,

11  ha piv bennak na stoufe ket ha n’azeulfe ket, a vefe taolet en ur fornez-dan grizias.

12  Bez’ ez eus Yuzevien ac’h eus lakaet da velestriñ proviñs Babilon: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. An dud-se ne reont ket van ouzhit, o roue, ha ne servijont ket da zoueoù, ha ne azeulont ket an delwenn aour ac’h eus savet.

13  Neuze Nebukadnezar, kounnaret ha fuloret, a c’hourc’hemennas degas Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Degaset e voent dirak ar roue.

14  Nebukadnezar a gomzas, o lavarout dezho: Ha gwir eo, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, na servijit ket va doueoù ha na azeulit ket an delwenn aour am eus savet?

15  Bremañ eta mard oc’h prest, kerkent hag e klevot son ar c’horn, ar c’hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec’h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n’azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac’hanoc’h eus va dorn?

16  Shadrak, Meshak hag Abed-Nego a respontas, o lavarout d’ar roue Nebukadnezar: N’hon eus ket ezhomm da respont dit war gement-se.

17  Setu, hon Doue a servijomp a c’hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac’hanomp eus da zorn, o roue!

18  Anez, ra ouezi, o roue, ne servijimp ket da zoueoù, ha ne azeulimp ket an delwenn aour ac’h eus savet.

19  Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keñver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c’hourc’hemennas tommañ ar fornez seizh gwech muioc’h eget na oa ar c’hiz d’he zommañ.

20  Hag e c’hourc’hemennas d’ar soudarded kreñvañ eus e arme eren Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, hag o zeurel er fornez-dan grizias.

21  Ar re-mañ a voe ereet gant o brageier, o zonegoù, o mantelloù hag o dilhad all, ha taolet e-kreiz ar fornez-dan grizias.

22  Evel ma oa urzh ar roue strizh, ha ma oa ar fornez entanet dreistordinal, ar flammoù-tan a lazhas an dud o doa taolet enni Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.

23  Hag an tri den-mañ, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a gouezhas ereet e-kreiz ar fornez-dan grizias.

24  Neuze ar roue Nebukadnezar a voe gwall souezhet hag a savas buan. Komz a reas, o lavarout d’e guzulierien: Ha n’hon eus ket taolet en tan tri den ereet? Hag e respontjont o lavarout d’ar roue: A-dra-sur, o roue!

25  Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heñvel ouzh ur mab doue.

26  Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.

27  Ar satraped, ar brefeded, ar c’houarnourien ha kuzulerien ar roue en em zastumas hag a welas n’en doa bet galloud ebet an tan war gorfoù an dud-se, ne oa devet blevenn ebet eus o fenn, ne oa ket kemmet o brageier, ha n’en doa ket intret enno c’hwezh an tan.

28  Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c’horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!

29  Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n’eus doue all ebet a c’hellfe dieubiñ eveltañ.

30  Neuze ar roue a roas berzh da Shadrak, da Veshak ha da Abed-Nego e proviñs Babilon.

 

Pennad 4

1  Ar roue Nebukadnezar d’an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc’h ganeoc’h!

2  Kavet eo mat ganin reiñ da anavezout ar sinoù hag ar burzhudoù en deus graet em c’heñver an Doue Uhel-Meurbet.

3  Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c’halloud a gendalc’ho a oad da oad.

4  Me Nebukadnezar a oa sioul em zi, o vleuniañ em falez,

5  ha gwelet em eus un huñvre a spouronas ac’hanon; ar soñjoù am eus bet war va gwele ha gweledigezhioù va fenn am zrubuilhas.

6  Hag eus va ferzh e voe roet an urzh da lakaat da zont dirazon holl dud fur Babilon, evit ma rofent din disklêriadenn an huñvre.

7  Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c’helljont ket reiñ an disklêriadenn din.

8  A-benn ar fin, Daniel, anvet Beltshazar hervez anv va doue, hag en deus spered an doueoù santel ennañ, a zeuas davedon, hag e lavaris dezhañ an huñvre.

9  Beltshazar, penn an hudourien, evel ma ouzon emañ spered an doueoù santel ennout ha n’eus netra kuzhet diaes dit, setu gweledigezhioù va huñvre ha lavar din an disklêriadenn anezho.

10  Setu amañ gweledigezhioù va fenn war va gwele: Sellout a raen, ha setu ur wezenn e-kreiz an douar, hag he ment a oa uhel.

11  Ar wezenn-se a oa deuet da vezañ bras ha kreñv, hag he lein a stoke ouzh an neñvoù, hag e veze gwelet eus pennoù an douar holl.

12  He delioù a oa kaer hag he frouezh fonnus, hag e oa boued warni evit an holl. Loened ar parkeier en em lakae dindan he skeud, ha laboused an neñv a oa o chom en he brankoù; pep kig a veve diwarni.

13  Sellout a raen e gweledigezhioù va fenn war va gwele, ha setu ur gedour, a-douez ar sent, o tiskenn eus an neñv.

14  Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc’hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioù ha stlabezit he frouezh, ra dec’ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoù.

15  Koulskoude lezit en douar ar c’hef gant ar gwrizioù, met gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier. Ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod eus geot an douar gant al loened.

16  Ra vo e galon den kemmet ha ra vo roet dezhañ ur galon loen, ha ra dremeno warnañ seizh amzer.

17  An dra-se a zo un urzh roet gant ar c’hedourien, ar goulenn-se a zeu dre gomz ar sent, abalamour d’ar re vev da c’houzout e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, e ro anezhi d’an hini a fell dezhañ, hag e sav enni an disterañ eus an dud.

18  Setu an huñvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklêriadenn, rak ne c’hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiñ din. Met te a c’hell, rak emañ spered an doueoù santel ennout.

19  Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac’hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac’hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!

20  Ar wezenn ac’h eus gwelet, deuet da vezañ bras ha kreñv, a stoke he lein ouzh an neñvoù, a veze gwelet eus an douar holl,

21  a oa kaer he delioù ha fonnus he frouezh, gant boued warni evit an holl, en em lakae dindani loened ar parkeier, hag a oa o chom en he brankoù laboused an neñv,

22  te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.

23  Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neñv hag o lavarout: Troc’hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c’hef gant ar gwrizioù, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnañ seizh amzer,

24  setu amañ disklêriadenn a gement-se, o roue: Urzh an Uhel-Meurbet eo, a zeu war ar roue, o aotrou!

25  Kaset kuit e vi a-douez an dud, da chomlec’h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d’an ejened, glebiet e vi gant glizh an neñv, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d’an hini a fell dezhañ.

26  Ha mard eo bet lavaret lezel ar c’hef gant gwrizioù ar wezenn, ez eo ma vo restaolet da rouantelezh dit adalek ma ez po anavezet ez eo an neñv a ren.

27  Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da’z pec’hedoù dre ar reizhder ha da’z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c’hello bezañ hiraet da verzh.

28  An holl draoù-se a c’hoarvezas gant ar roue Nebukadnezar.

29  A-benn daouzek miz, evel ma kerzhe war e balez roueel e Babilon,

30  ar roue a gomzas o lavarout: Ha n’eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec’h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?

31  Ar ger a oa c’hoazh e genoù ar roue, pa ziskennas ur vouezh eus an neñv: Roue Nebukadnezar, disklêriet eo dit e vo lamet da rouantelezh diganit.

32  Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec’h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d’an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d’an hini a fell dezhañ.

33  D’an eur-se e voe peurc’hraet ar ger-se war Nebukadnezar. Kaset e voe kuit a-douez an dud, debriñ a reas geot evel an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma kreskas e vlev evel pluñv an erer hag e ivinoù evel re al laboused.

34  Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d’an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.

35  Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n’eus den hag a c’hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac’h eus graet?

36  En amzer-se va skiant-vat a zistroas din, gloar va rouantelezh, va veurded ha va splannder a voe roet en-dro din. Va c’huzulierien ha va re vras am adc’houlennas, hag e voen adlakaet war va rouantelezh, hag ur c’hloar vrasoc’h am eus resevet.

37  Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c’hell izelaat ar re a gerzh gant lorc’h.

 

Pennad 5

1  Ar roue Belshazar a roas ur fest vras d’e vil re vras, ha dirak ar mil-se ec’h evas gwin.

2  Belshazar, o vezañ tañvaet ar gwin, a c’hourc’hemennas degas al listri aour hag arc’hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc’hed.

3  Neuze e voe degaset al listri aour a oa bet lamet diouzh an templ, diouzh ti Doue, e Jeruzalem, hag ar roue, e re vras, e wragez hag e serc’hed a evas enno.

4  Evañ a rejont gwin, hag e veuljont an doueoù aour, arc’hant, arem, houarn, koad ha mein.

5  War an taol e teuas er-maez bizied dorn un den o skrivañ a-dal d’ar c’hantolor war indu moger ar palez roueel. Ar roue a welas lod an dorn a skrive.

6  Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e soñjoù a drubuilhas anezhañ, juntoù e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile.

7  Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c’holier aour ouzh e c’houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.

8  Neuze holl dud fur ar roue a zeuas, met ne c’helljont ket lenn ar skrid, na reiñ e zisklêriadenn d’ar roue.

9  Ar roue Belshazar a voe trubuilhet-meurbet, e zremm a gemmas, e re vras a voe spouronet.

10  Ar rouanez a zeuas e sal ar fest en abeg da gomzoù ar roue hag ar re vras. Ar rouanez a gomzas o lavarout: O roue, ra vevi da viken! Ra ne vi ket trubuilhet gant da soñjoù, ha ra ne vo ket kemmet da zremm.

11  Bez’ ez eus un den ez rouantelezh hag emañ spered an doueoù santel ennañ, hag en amzer da dad e voe kavet ennañ ur sklêrijenn, ur skiant hag ur furnez heñvel ouzh furnez an doueoù. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,

12  rak kavet e oa ennañ ur spered uhelañ, anaoudegezh ha skiant da zisklêriañ an huñvreoù, da ziskuliañ ar c’hevrinoù ha da ziskoulmañ an traoù diaes; Daniel eo, hag a oa anvet Beltshazar gant ar roue. Bremañ eta ra vo galvet Daniel, hag e roio an disklêriadenn.

13  Neuze Daniel a voe degaset dirak ar roue. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Hag ez out an Daniel-se, a-douez harluidi Juda bet degaset gant ar roue va zad eus Juda?

14  Klevet em eus diwarnout emañ spered an doueoù ennout, hag ez eus ennout ur sklêrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.

15  Ha bremañ an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, met ne c’helljont ket reiñ disklêriadenn ar gerioù.

16  Klevet em eus diwarnout e c’hellez disklêriañ ha diskoulmañ traoù diaes. Bremañ ma c’hellez lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c’holier aour ouzh da c’houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh.

17  Neuze Daniel a respontas, o lavarout dirak ar roue: Ra chomo da brofoù ganit, ha ro da zonezonoù da unan all, koulskoude e lennin ar skrid d’ar roue hag e roin dezhañ e zisklêriadenn.

18  O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c’hloar hag an enor.

19  En abeg d’ar veurdez en doa roet dezhañ, an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a grene dirazañ hag a zouje anezhañ. Lakaat a rae d’ar marv ar re a felle dezhañ, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhañ. Uhelaat a rae ar re a felle dezhañ, hag ec’h izelae ar re a felle dezhañ.

20  Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc’h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c’hloar.

21  Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec’h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d’an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d’an hini a fell dezhañ.

22  Ha te Belshazar e vab, ne’c’h eus ket izelaet da galon, petra bennak ma ouies an holl draoù-se.

23  Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc’h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc’hed. Meulet ec’h eus an doueoù aour, arc’hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n’anavezont ket, ha ne’c’h eus ket roet gloar d’an Doue emañ en e zorn da c’hwezh ha da holl hentoù.

24  Neuze eo bet kaset eus e berzh al lod dorn-se hag ar skrid a zo bet merket.

25  Setu amañ ar skrid a zo bet merket: MENE MENE TEKEL UFARSIN (= muzuliet, muzuliet, pouezet, daouhanteret).

26  Ha setu amañ disklêriadenn ar gerioù: MENE: Doue en deus muzuliet da rouantelezh ha lakaet termen dezhi.

27  TEKEL: pouezet out bet er valañs ha kavet skañv.

28  PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d’ar Veded ha d’ar Bersed.

29  Neuze war urzh Belshazar e voe gwisket Daniel a dane ha lakaet ur c’holier aour ouzh e c’houzoug, hag e voe embannet e vefe an trede eus ar rouantelezh.

30  D’an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.

31  Dariuz ar Med a gemeras ar rouantelezh, d’an oad a zaou vloaz ha tri-ugent.

 

Pennad 6

1  Plijout a reas da Zariuz lakaat war ar rouantelezh kant ugent satrap, a dlee bezañ en holl rouantelezh,

2  ha dreisto tri ministr, Daniel a oa unan anezho, evit ma rentfe kont dezho ar satraped-se, ha na vefe ar roue diaezet en degouezh ebet.

3  Daniel a voe a-us d’ar vinistred all ha d’ar satraped, dre ma oa ennañ ur spered dreist muzul. Hag ar roue a soñje sevel anezhañ war ar rouantelezh holl.

4  Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c’hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.

5  Ar re-se a lavaras: Ne gavimp netra a-enep an Daniel-se, nemet hag e kakfemp un dra bennak a-enep dezhañ e Lezenn e Zoue.

6  Neuze ar vinistred hag ar satraped a vodadas etrezek ar roue hag a gomzas evel-se: Roue Dariuz , ra vevi da viken!

7  Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c’houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned.

8  Bremañ, o roue, gra an difenn ha sin ar skrid, evit na vo kemmet netra ennañ hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus.

9  Neuze e sinas ar roue Dariuz ar skrid hag an difenn.

10  Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d’e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m’en deveze graet diagent.

11  Neuze an dud-se a vodadas hag a gavas Daniel o pediñ hag oc’h ober goulennoù digant e Zoue.

12  Hag e tostajont ouzh ar roue hag e lavarjont diwar-benn an difenn roueel: Ha ne’c’h eus ket sinet un difenn penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vefe taolet e foz al leoned? Ar roue a respontas o lavarout: An dra-se a zo gwir, hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus.

13  Neuze e respontjont, o lavarout d’ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac’h eus sinet, met e bedenn a ra teir gwech bemdez.

14  Ar roue en doe un displijadur bras o klevout kement-se. Hag e lakaas en e galon dieubiñ Daniel, ha betek ar c’huzh-heol e klaskas e saveteiñ.

15  Met an dud-se a vodadas etrezek ar roue hag a lavaras: O roue! Te a oar ez eo e lezenn ar Veded hag ar Bersed na c’hell ket bezañ kemmet pep difenn pe urzh kavet mat gant ar roue.

16  Neuze ar roue a c’hourc’hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac’hanout an Doue a servijez hep paouez.

17  Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhañ gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keñver Daniel.

18  Ar roue a yeas d’e balez, hag e tremenas an noz o yunañ. Ne voe abeg a joausted ebet en e gichen, ha ne c’hellas ket kousket.

19  Ar roue a savas da c’houloù-deiz, da darzh-an-deiz, hag ez eas gant hast bras da foz al leoned.

20  Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c’halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiñ eus al leoned?

21  Daniel a lavaras d’ar roue: O roue, ra vevi da viken!

22  Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n’o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne’m eus graet droug ebet.

23  Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, hag e c’hourc’hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnañ, rak kredet en doa en e Zoue.

24  War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m’o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.

25  Neuze ar roue Dariuz a skrivas d’an holl bobloù, broadoù ha yezhoù, a oa o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc’h ganeoc’h!

26  Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.

27  Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.

28  Daniel a reas berzh dindan ren Dariuz ha dindan ren Kiruz ar Pers.

 

Pennad 7

1  D’ar c’hentañ vloaz eus Belshazar roue Babilon, Daniel en doe un huñvre ha gweledigezhioù en e benn war e wele. Goude e skrivas an huñvre, hag e lavaras an traoù pouezusañ.

2  Daniel a gomzas o lavarout: Me a selle em gweledigezh e-pad an noz, ha setu pevar avel an neñvoù a savas gant nerzh war ar mor bras.

3  Ha pevar loen bras a bignas eus ar mor, an eil disheñvel diouzh egile.

4  An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.

5  Ha setu ul loen all, an eil, heñvel ouzh un arzh, hag en em zalc’he war ur c’hostez. Teir c’hostezenn en doa en e c’henoù etre e zent, hag e veze lavaret dezhañ: Sav, debr kalz a gig.

6  Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ.

7  Goude-se e sellis em gweledigezhioù noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreñv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriñ a rae, hag e vruzune hag e vac’he gant e dreid ar pezh a vane. Disheñvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa.

8  Eveshaat a ris ouzh ar c’herniel, ha setu ur c’horn bihan all a zeue eus o c’hreiz, ha tri eus ar c’herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c’horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc’hus.

9  Hag e sellis betek ma voe lakaet tronioù ha ma azezas Henaour an deizioù. E zilhad a oa gwenn evel an erc’h, ha blev e benn evel gloan glan. E dron a oa evel flammoù-tan, hag e rodoù evel un tan grizias.

10  Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc’he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.

11  Sellout a ris neuze en abeg da vouezh ar gerioù lorc’hus a lavare ar c’horn, hag e sellis betek ma voe lazhet al loen ha distrujet e gorf, taolet d’ar flammoù o teviñ.

12  Diwar-benn al loened all, e voe lamet diganto o mestroniezh, met roet e voe un hirnez a vuhez dezho evit ur c’houlzad hag ur maread.

13  Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.

14  Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c’hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.

15  Va spered din-me, Daniel, a voe trubuilhet em diabarzh, ha gweledigezhioù va fenn a spontas ac’hanon.

16  Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, hag e c’houlennis digantañ ar wirionez war an holl draoù-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklêriadenn anezho.

17  Ar pevar loen bras-se a zo pevar roue a savo eus an douar,

18  met sent an Uhel-Meurbet a resevo ar rouantelezh, hag ar rouantelezh a vo dezho da virviken.

19  Neuze e c’hoantais anavezout ar wirionez diwar-benn ar pevare loen, a oa disheñvel diouzh an holl re all hag euzhus-meurbet, a oa e zent en houarn hag e ivinoù en arem, a zebre, a vruzune hag a vac’he gant e dreid ar pezh a vane,

20  ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn an hini all a zeue eus o c’hreiz, hag a oa diframmet dirazañ tri all, hag en doa lagadoù hag ur genoù a lavare traoù lorc’hus, hag a seblante brasoc’h eget e genseurted.

21  Sellout a ris e rae ar c’horn-se brezel ouzh ar sent hag e trec’he anezho,

22  betek ma teuas Henaour an deizioù, ha ma voe roet ar varn da sent an Uhel-Meurbet, ha ma teuas an amzer evit ar sent da berc’hennañ ar rouantelezh.

23  Hag e lavaras din: Ar pevare loen a zo ur bedervet rouantelezh war an douar, a vo disheñvel diouzh an holl rouantelezhioù, hag e tebro an douar holl, hag e voustro hag e vruzuno anezhañ.

24  An dek korn a zo dek roue a savo eus ar rouantelezh-se, hag unan all a savo war o lerc’h, a vo disheñvel diouzh ar re gentañ, hag a izelaio tri roue.

25  Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.

26  Met dont a raio ar varn, hag e vo lamet digantañ e vestroniezh, evit e zistrujañ hag e lakaat da vervel betek an diwezh.

27  Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c’halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.

28  Amañ ec’h echu an dra-se. Evidon-me, Daniel, va soñjoù a spontas ac’hanon kalz, va dremm a gemmas, met em eus miret an dra-se em c’halon.

 

Pennad 8

1  D’an trede vloaz eus ar roue Belshazar, me, Daniel, em boe ur weledigezh, goude an hini am boa bet diagent.

2  Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.

3  Hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un tourz en em zalc’he dirak ar stêr, ha daou gorn en doa, kerniel uhel, met unan a oa uheloc’h eget egile, hag an uhelañ a oa savet da ziwezhañ.

4  Hag e welis an tourz o skeiñ war ar c’huzh-heol, war an hanternoz ha war ar c’hreisteiz, ha loen ebet ne c’helle derc’hel dirazañ, ha ne oa den da zieubiñ eus e zorn. Ober a rae ar pezh a felle dezhañ, hag e teuas da vezañ bras.

5  Evel ma sellis pizh, setu ur bouc’h a zeue eus ar c’huzh-heol o redek war an douar holl hep stekiñ an douar. Ar bouc’h-se en doa ur c’horn heverk etre e zaoulagad.

6  Dont a reas betek an tourz en doa daou gorn hag am boa gwelet oc’h en em zerc’hel dirak ar stêr, hag e redas a-enep dezhañ gant fulor e nerzh.

7  Hag e welis anezhañ o tapout an tourz; hag o kounnariñ en e enep, e vountas an tourz hag e torras e zaou gorn dezhañ. An tourz n’en doa nerzh ebet evit herzel outañ. E deurel a reas d’an douar hag en mac’has, ha ne oa den da zieubiñ an tourz eus e zorn.

8  Hag ar bouc’h a greskas kalz-meurbet, met pa voe galloudek, e gorn bras a voe torret. En e lec’h e savas pevar all heverk, etrezek pevar avel an neñvoù.

9  Hag eus unan anezho e teuas ur c’horn bihan a greskas kalz etrezek ar c’hreisteiz, etrezek ar sav-heol, hag etrezek ar c’hloar.

10  Hag e kreskas betek arme an neñvoù, hag e lakaas da gouezhañ d’an douar un darn eus an arme hag eus ar stered, hag o mac’has.

11  Ha zoken e savas betek penn-bras an arme, hag e lamas digantañ an aberzh hollbad, hag e tiskaras chomlec’h e santual.

12  Hag un arme a voe deroet gant an aberzh hollbad en abeg d’an disentidigezh, hag e taolas ar wirionez d’an douar. Ober a reas kement-se hag e reas berzh.

13  Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d’an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac’harus, a laka ar santual hag an arme da vezañ mac’het?

14  Hag e lavaras din: Betek daou vil tri c’hant abardaez ha mintin, ha goude ar santual a vo glanaet.

15  E-pad ma sellen me, Daniel, ar weledigezh, ha ma klasken he disklêriadenn, setu en em zalc’has dirazon evel neuz un den.

16  Hag e klevis mouezh un den- a-greiz an Ulai o krial hag o lavarout: Gabriel, ro da gompren ar weledigezh dezhañ.

17  Neuze e teuas tost d’al lec’h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.

18  Evel ma komze ouzhin e chomis sabatuet war va dremm d’an douar. Hag e stokas ouzhin hag e reas din en em zerc’hel em sav el lec’h ma oan.

19  Hag e lavaras: Setu, emaon o vont da reiñ da c’houzout dit ar pezh a c’hoarvezo en diwezh eus ar vrouez, rak ez eus un amzer merket evit an diwezh.

20  An tourz ac’h eus gwelet hag en doa daou gorn eo rouaned ar Veded hag ar Bersed.

21  Ar bouc’h blevek eo roue Javan, hag ar c’horn bras etre e zaoulagad eo ar roue kentañ.

22  O vezañ torret, ar pevar a zo deuet en e lec’h eo pevar roue a savo eus ar vroad-se, met n’o devo ket kement a nerzh.

23  En amzer diwezhañ eus o ren, pa vo sevenet niver ar bec’herien, e savo ur roue kalet e zremm hag ampart en touell.

24  E c’halloud a gresko, met ne vo ket dre e c’halloud dezhañ e-unan. Hag e tistrujo dreistmuzul, hag e raio berzh, hag e kaso da benn, hag e tistrujo ar c’halloudeien ha pobl ar sent.

25  Dre e ijin e lakaio an touellerezh da ren en e zorn. Lorc’h en devo en e galon, ha dre ar peoc’h e tistrujo kalz. En em sevel a raio a-enep Priñs ar briñsed, met bruzunet e vo hep sikour dorn ebet.

26  Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.

27  Ha me, Daniel, a voe dinerzh ha klañv deizioù-pad, ha goude e savis hag e ris war-dro aferioù ar roue. Souezhet e oan gant ar weledigezh, met den n’anavezas anezhi.

 

Pennad 9

1  D’ar c’hentañ vloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezañ roue war rouantelezh ar Galdeiz,

2  er c’hentañ vloaz eus e ren, me, Daniel, a gomprenas dre al levrioù penaos niver ar bloavezhioù en doa an AOTROU komzet diwarno dre ar profed Jeremia, evit kas da benn glac’haroù Jeruzalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent.

3  Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac’h ha ludu.

4  Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c’hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re a gar ac’hanout hag a vir da c’hourc’hemennoù,

5  pec’het hon eus, graet hon eus an direizhder, bet omp drouk ha disent, distroet hon eus diwar da c’hourc’hemennoù ha da varnedigezhioù,

6  n’hon eus ket selaouet da servijerien ar brofeded, o deus komzet ez anv d’hor rouaned, d’hor pennoù, d’hon tadoù ha da holl bobl ar vro.

7  Dit-te, Aotrou, eo ar reizhder, ha deomp-ni eo ar vezh war hon dremm, evel hiziv da dud Juda, d’annezidi Jeruzalem ha da holl Israel, d’ar re a zo tost ha d’ar re a zo pell, en holl vroioù ma ec’h eus o c’haset e-barzh, en abeg d’ar gwalloù o deus graet ez keñver.

8  Aotrou, deomp eo ar vezh war hon dremm, d’hor rouaned, d’hor pennoù ha d’hon tadoù, rak pec’het hon eus a-enep dit.

9  D’an Aotrou hon Doue eo an drugarez hag ar pardon, rak ni a zo en em savet a-enep dezhañ.

10  N’hon eus ket selaouet mouezh an AOTROU hon Doue evit kerzhout hervez e lezennoù, en doa lakaet dirazomp dre e servijerien ar brofeded.

11  Israel holl en deus torret da lezenn, hag en em zistroet evit chom hep klevout da vouezh. Neuze ar vallozh hag al le a zo skrivet e lezenn Moizez, servijer Doue, a zo kouezhet warnomp, rak hon eus pec’het a-enep dezhañ.

12  Sevenet en deus ar c’homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c’hoarvezet evel m’eo c’hoarvezet e Jeruzalem.

13  An holl boan-se a zo deuet warnomp hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Voizez, ha n’hon eus ket pedet an AOTROU hon Doue, evit hon distreiñ diouzh hon direizhder hag hon lakaat evezhiek ouzh da wirionez.

14  Hag an AOTROU a zo bet evezhiek gant ar boan en deus lakaet da zont warnomp, rak an AOTROU hon Doue a zo reizh en e holl oberennoù en deus graet, ha n’hon eus ket sentet ouzh e vouezh.

15  Ha bremañ, Aotrou hon Doue, te hag ac’h eus tennet da bobl eus bro Ejipt gant un dorn kreñv, hag ac’h eus graet dit un anv evel ma emañ hiziv, pec’het hon eus, graet hon eus an droug.

16  Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kêr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d’hor pec’hedoù ha da zireizhder hon tadoù, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegañs d’an holl re a zo en-dro deomp.

17  Bremañ, o hon Doue, selaou ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c’houlennoù! Abalamour da garantez an Aotrou, laka da zremm da lugerniñ war da santual glac’haret.

18  Va Doue, ro da skouarn ha selaou, digor da zaoulagad ha sell ouzh hor glac’har hag ouzh ar gêr ma’z eo galvet da anv warni. Rak n’eo ket abalamour d’hor reizhder e kinnigomp hor goulennoù dirak da zremm, met abalamour da’z trugarezioù bras.

19  AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gêr ha war da bobl.

20  Evel ma komzen, ma peden, ma’c’h anzaven va fec’hedoù ha pec’hedoù va fobl Israel, ma kinnigen va goulennoù dirak an AOTROU va Doue, evit menez santel va Doue,

21  evel ma komzen c’hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da’m c’havout, da goulz donezon an abardaez.

22  Hag e kelennas ac’hanon, e komzas ouzhin hag e lavaras: Daniel, bremañ ez on deuet evit da lakaat fur ha skiantek.

23  E deroù da bedennoù ur gomz a zo deuet er-maez, hag ez on deuet d’he disklêriañ dit, rak ez out ur c’haret-mat. Bez evezhiek ouzh ar gomz ha kompren ar weledigezh.

24  Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d’ar pec’hedoù, evit ober dic’haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.

25  Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz (= an Olevad = ar C’hrist), ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c’hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.

26  Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c’hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac’haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.

27  Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac’harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac’haret.

 

Pennad 10

1  D’an trede vloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec’h intentas ar weledigezh.

2  En amzer-se, me, Daniel, a voe e kañv e-pad teir sizhunvezh.

3  Ne zebris meuz saourus ebet, na kig na gwin n’eas da’m genoù, n’en em olevis ket, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh.

4  D’ar pevare deiz warn-ugent eus ar miz kentañ, e oan war ribl ar stêr vras Hiddekel,

5  hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un den gwisket gant lin, e zivgroazell gourizet gant aour Ufaz.

6  E gorf a oa evel a grizolit, e zremm a lugerne evel ul luc’hedenn, e zaoulagad a oa evel lampoù-tan, e zivrec’h hag e dreid a oa o skediñ evel liv arem lufret, mouezh e gomzoù a oa evel mouezh un engroez.

7  Me, Daniel va-unan, a welas ar weledigezh, hag an dud a oa ganin ne weljont ket ar weledigezh, met ur spont bras a gouezhas warno hag e tec’hjont da guzh.

8  Neuze e chomis va-unan hag e welis ar weledigezh vras-se, ha ne chomas ennon nerzh ebet. Liv va dremm a cheñchas hag e teuas da vezañ morlivet, ha ne’m boe ken a nerzh.

9  Hag e klevis mouezh e gomzoù, ha pa em boe o c’hlevet e kouezhis war va dremm o kousket, va dremm d’an douar.

10  Ha setu un dorn a stokas ouzhin hag a reas din en em lakaat war va daoulin ha war balvoù va dorn.

11  Hag e lavaras din: Daniel, den karet-mat, kompren ar c’homzoù a lavaran dit ha chom ez sav, rak bremañ ez on bet kaset da’z kavout. P’en doe lavaret ar c’homzoù-se din, en em zalc’his em sav en ur grenañ.

12  Hag e lavaras din: Na’z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec’h eus kemeret a galon da gompren ha da nec’hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da’z komzoù ez on deuet.

13  Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da’m sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.

14  Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c’hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.

15  E-pad ma lavare ar c’homzoù-se din, e talc’hen va dremm troet d’an douar hag e chomen mut.

16  Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d’an hini en em zalc’he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne’m eus ken a nerzh.

17  Penaos e c’hellfe servijer va aotrou komz gant va aotrou, bremañ n’eus ken ennon nerzh ebet, ha ne chom anal ebet ganin?

18  Neuze an hini en doa neuz un den a stokas ouzhin a-nevez hag am c’hreñvaas.

19  Hag e lavaras din: Na’z pez ket aon, den karet-mat, ra vo ar peoc’h ganit! Kalon! Kalon! Evel ma komze ouzhin e voen kreñvaet hag e lavaris: Ra gomzo va aotrou, rak va c’hreñvaet ec’h eus.

20  Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremañ e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.

21  Koulskoude disklêriañ a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N’eus den hag en em zalc’hfe ganin en traoù-se, nemet Mikael ho penn.

 

Pennad 11

1  D’ar c’hentañ vloaz eus Dariuz ar Med, me en em zalc’he en e gichen, evit e sikour hag e greñvaat.

2  Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc’henno muioc’h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.

3  Met sevel a raio ur roue nerzhus a reno gant ur galloud bras hag a raio ar pezh a fello dezhañ.

4  Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neñvoù. Ne vo ket roet d’e lignez, nag hervez e c’halloud m’en devo renet gantañ, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoù all e-lec’h d’ar re-se.

5  Roue ar c’hreisteiz a vo kreñv, met unan eus e bennoù a zeuio da vezañ nerzhusoc’h egetañ hag a reno; e vestroniezh a vo ur vestroniezh vras.

6  A-benn un nebeud bloavezhioù ec’h unanint, ha merc’h roue ar c’hreisteiz a zeuio da gavout roue an hanternoz evit ober ar feur. Met hi ne viro ket nerzh ur vrec’h, na zalc’ho ket, nag he brec’h hec’h-unan. Droukroet e vint, hi, ar re o devo he degaset, he bugel, hag an hini en devo he harpet en amzerioù-se.

7  Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec’h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec’hioù roue an hanternoz d’oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek.

8  Hag e tougo zoken d’an Ejipt o doueoù dalc’het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc’hant hag aour. Goude en em zalc’ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz.

9  Hennezh a kerzho a-enep rouantelezh ar c’hreisteiz, hag e tistroio d’e vro.

10  Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greñvlec’h.

11  Roue ar c’hreisteiz, droug ennañ, a yelo er-maez hag a stourmo a-enep roue an hanternoz. Sevel a raio ur maread bras, hag ar maread a vo lakaet etre e zaouarn.

12  Goude bezañ trec’het ar maread, e galon a c’hwezo. Lakaat a raio milieroù da gouezhañ, met ne vo ket kreñvaet a gement-se.

13  Roue an hanternoz a zistroio hag a zastumo ur maread brasoc’h eget an hini kentañ, hag a-benn bloavezhioù, a-dra-sur ec’h addeuio gant un arme vras hag aveadurioù bras.

14  En amzer-se kalz en em savo a-enep roue ar c’hreisteiz, ha tud taer eus da bobl en em savo da gas da benn ar weledigezh, hag e kouezhint.

15  Roue an hanternoz a zeuio, hag a savo tosennoù, hag a dapo kêrioù kreñv. Divrec’h ar c’hreisteiz ne c’hellint ket herzel, nag e bobl a-zibab, rak n’o devo ket an nerzh da herzel.

16  An hini a vo deuet a-enep dezhañ a raio evel m’en devo c’hoant, ha ne vo den da zerc’hel dirazañ. Hag ec’h ehano e bro ar c’hloar, o tistrujañ dre e zorn.

17  Hag e tinodo en e benn dont gant nerzh e holl rouantelezh hag ober peoc’h gant roue ar c’hreisteiz. Hag e roio dezhañ e verc’h evit e goll. Met kement-se ne droio ket war an tu a-vat, ha ne vo ket dezhañ.

18  Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ.

19  Goude e troio e zremm etrezek kreñvlec’hioù e vro, hag e vrañsello, e kouezho, ha ne vo ket kavet ken.

20  En e lec’h e savo unan all a gaso un tailhanter da lec’h ar c’hloar eus ar rouantelezh. A-benn nebeud deizioù e vo bruzunet, ha ne vo na dre gounnar na dre vrezel.

21  En e lec’h e savo un den disprizet, ha na vo ket roet enor ar roue dezhañ. Dont a raio peoc’hiek hag e kemero ar rouantelezh dre douelloù.

22  Nerzhoù al liñvadenn a vo beuzet a-zirazañ, hag e vint bruzunet, kenkoulz ha penn un emglev.

23  Met goude an emglev graet gantañ, e raio gant touellerezh, hag e pigno, hag e vo kreñv gant nebeut a dud.

24  Dont a raio peoc’hiek war zouaroù druz ar proviñs, hag e raio ar pezh n’o deus ket graet e dadoù, na tadoù e dadoù. An diwisk, ar preizh hag ar madoù a skigno en o zouez, hag ec’h ijino divizoù a-enep ar c’hreñvlec’hioù, ha kement-se e-pad un amzer.

25  Goude e tihuno e nerzh hag e galon a-enep roue ar c’hreisteiz gant un arme vras. Roue ar c’hreisteiz a yelo d’ar brezel gant un arme vras ha kreñv-meurbet, met ne zalc’ho ket, dre ma vo savet iriennoù en e enep.

26  Ar re a zebr meuzioù e daol en bruzuno, e arme a vo beuzet, ha kalz a dud a gouezho gloazet d’ar marv.

27  An daou roue o devo o c’halonoù o klask ober an droug, hag ouzh un hevelep taol e komzint gant touell. Met kement-se a chomo berr, d’ar c’houlz merket e vo un diwezh.

28  Distreiñ a raio d’e vro gant pinvidigezhioù bras, hag e galon a vo a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio d’e vro.

29  D’ar c’houlz merket e tistroio a-nevez da zont a-enep ar c’hreisteiz, met ar wech-mañ ne vo ket evel ar wech kentañ.

30  Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.

31  Nerzhioù deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c’hreñvlec’h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio da zont eno euzhusted ar glac’har.

32  Hag e touello ar re a dorr an emglev en ur lubaniñ anezho. Met pobl ar re a anavez o Doue a vo kalonek hag a oberio.

33  Ar re boellek e-touez ar bobl a gelenno meur a hini, met kouezhañ a raint dre ar c’hleze, dre ar flamm, dre an dalc’herezh ha dre ar preizherezh, e-pad deizioù.

34  Pa gouezhint e vint skoazellet gant un nebeud sikour, met kalz a unano ganto dre bilpouzerezh.

35  Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d’an amzer merket.

36  Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc’henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c’hoarvezo.

37  Ne zalc’ho ket kont eus doueoù e dadoù nag eus karantez ar maouezed, ne zalc’ho kont eus doue ebet, rak en em uhelaio dreist pep tra.

38  Met ec’h enoro doue ar c’hreñvlec’hioù en o lec’h, un doue dianavezet gant e dadoù, a enoro gant aour, arc’hant, mein prizius ha traoù c’hoantus.

39  Hag e labouro evel-se a-enep difennoù ar c’hreñvlec’hioù gant un doue estren, ha d’ar re a anavezo anezhañ, e kresko o gloar, o lakaio da ren war galz, hag e lodenno dezho ar vro da c’hopr.

40  Ha da vare an diwezh, roue ar c’hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc’hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.

41  Dont a raio da vro ar c’hloar, ha kalz a gouezho. Met ar re-mañ a dec’ho diouzh e zorn: Edom, Moab ha re bennañ mibien Ammon.

42  Astenn a raio e zorn war ar broioù, ha bro Ejipt ne dec’ho ket.

43  Hag e vo mestr war an teñzorioù aour hag arc’hant, ha war holl draoù prizius an Ejipt. Al Libiz hag an Etiopiz a vo war e lerc’h.

44  Met keleier eus ar sav-heol hag eus an hanternoz a zeuio d’e drubuilhañ, hag e yelo er-maez gant ur fulor bras evit distrujañ ha kas da get kalz.

45  Hag e savo teltennoù e balez etre ar morioù, ouzh ar menez santel glorius. Koulskoude e teuio d’e ziwezh, ha den ne sikouro anezhañ.

 

Pennad 12

1  En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc’h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c’hlac’har, evel n’eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec’ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.

2  Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.

3  A re a vo bet fur a lugerno evel splannder an ec’honder, hag ar re o devo degaset kalz d’ar reizhder a lugerno evel stered, dalc’hmat ha da viken.

4  Ha te Daniel, mir kuzh ar c’homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.

5  Ha me Daniel a sellas, ha setu daou all en em zalc’he en o sav, unan en tu-mañ da ribl ar stêr, hag egile en tu all da ribl ar stêr.

6  Unan anezho a lavaras d’an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr: Pegoulz e vo echu ar burzhudoù-se?

7  Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.

8  Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se?

9  Hag e lavaras: Kae, Daniel, rak ar c’homzoù-se a zo kuzhet ha siellet betek amzer an diwezh.

10  Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.

11  Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac’har, e vo mil daou c’hant dek deiz ha pevar-ugent.

12  Eürus an hini a c’hortozo hag a zeuio betek mil tri c’hant pemp deiz ha tregont.

13  Met te, kae da’z tiwezh. Diskuizhañ a ri, hag e chomi ez sav evit da lod e dibenn da zeizioù.

 

Publicités