28 Ozea

LEVR OZEA

 

Pennad 1

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet da Ozea mab Beeri, en deizioù Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekias, rouaned Juda, hag en deizioù Jeroboam mab Joaz, roue Israel.

2  Pa en em lakaas an AOTROU da gomz dre Ozea, an AOTROU a lavaras da Ozea: Kae, kemer evidout ur vaouez a c’hastaouerezh ha bugale a c’hastaouerezh, rak ar vro ne ra nemet gastaouiñ, pell diouzh an AOTROU.

3  Mont a reas hag e kemeras Gomer merc’h Diblaim, a goñsevas hag a c’hanas ur mab dezhañ.

4  An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel (= hadet gant Doue), rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.

5  En deiz-se e terrin gwareg Israel e traonienn Jizreel.

6  Koñseviñ a reas c’hoazh hag e c’hanas ur verc’h. An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Rukama (= hep truez), rak ne zalc’hin ken da gaout truez ouzh ti Israel, met o lemel a rin holl.

7  Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c’hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c’hezeg, na dre ar varc’hegerien.

8  Goude m’he doe dizonet Lo-Rukama, e koñsevas hag e c’hanas ur mab.

9  An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Ammi (= neket va fobl), rak n’oc’h ket va fobl ha n’on ket deoc’h.

10  Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c’heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c’hoarvezo penaos el lec’h-se ma oa bet lavaret dezho: N’oc’h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!

11  Ha mibien Juda ha mibien Israel a vo bodet a-gevret, hag e lakaint warno ur penn, hag e pignint eus ar vro, rak bras e vo deiz Jizreel.

 

Pennad 2

1  Lavarit d’ho preudeur: Ammi (= va fobl), ha d’ho c’hoarezed: Rukama (= truez outi).

2  Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n’eo ket va gwreg, ha n’on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec’h avoultriezh diouzh he divronn,

3  gant aon n’he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n’he lakafen heñvel ouzh ur gouelec’h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec’hed,

4  ha na’m befe ket a druez e-keñver he mibien, rak mibien a c’hastaouerezh ez int.

5  O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c’hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc’h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.

6  Setu perak ez an da serriñ da hent gant spern. Sevel a rin ur voger, en doare ma ne gavo ket he gwenodennoù.

7  Redek a raio war-lerc’h hec’h amourouzien, met n’o zapo ket; o c’hlask a raio, met n’o c’havo ket. Neuze e lavaro: Mont a rin hag e tistroin da gavout va gwaz kentañ, rak neuze e oan eürusoc’h eget bremañ.

8  N’he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc’hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.

9  Setu perak ec’h adkemerin va gwinizh en e amzer ha va gwin en e goulz, hag e tapin kuit va gloan ha va lin a c’holoe he noazhder.

10  Ha bremañ e tizoloin he mezhegezh dirak daoulagad hec’h amourouzien, ha nikun n’he dieubo diouzh va dorn.

11  Lakaat a rin da baouez hec’h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec’h holl lidoù.

12  Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.

13  Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c’helc’hennoù, pa’z ae war-lerc’h hec’h amourouzien ha va ankounac’hae, eme an AOTROU.

14  Setu perak e tedennin anezhi, hag e rin dezhi mont d’ar gouelec’h, hag e komzin ouzh he c’halon.

15  Hag ac’hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.

16  Hag en deiz-se, eme an AOTROU, e c’halvi ac’hanon: Va fried, ha ne c’halvi ken ac’hanon: Va Baal.

17  Hag e lamin diouzh he genoù anvioù ar Baaloù, ha ne vo ken graet anv anezho.

18  En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c’hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.

19  Hag e timezin ganit evit biken; dimeziñ a rin ganit er reizhder hag er varnedigezh, er vadelezh hag en druez.

20  Dimeziñ a rin ganit er fealded, hag ec’h anavezi an AOTROU.

21  En deiz-se e respontin, eme an AOTROU, me a responto d’an neñvoù, hag int a responto d’an douar,

22  hag an douar a responto d’ar gwinizh, d’ar gwin ha d’an eoul, hag int a responto da Jizreel.

25  Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama (= hep truez), hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi (= neket va fobl). Hag e lavarint din: Va Doue!

 

Pennad 3

1  Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c’hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.

2  Hag e prenis anezhi gant pemzek pezh arc’hant hag un homer (~ 300 l) heiz hag un hanter homer (~ 150 l) heiz.

3  Hag e lavaris dezhi: Chom a ri evidon e-pad kalz a zeizioù, ne c’hastaoui ket, ne vi da zen ebet, hag e rin kemend-all evidout.

4  Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.

5  Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.

 

Pennad 4

1  Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n’eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.

2  N’eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.

3  Setu perak e kañvaouo ar vro, hag hec’h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neñvoù. Pesked ar mor zoken a varvo.

4  Met ra ne zaelo den ebet ha ne c’hrozmolo den ebet! Rak da bobl a zo evel an hini a ra dael ouzh an aberzhour.

5  Kouezhañ a ri war an deiz, hag ar profed a gouezho ganit d’an noz, hag e tistrujin da vamm.

6  Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec’h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec’h eus ankounac’haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac’haio da vibien.

7  Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec’het a-enep din. Eskemmañ a rin o gloar ouzh dismegañs!

8  Debriñ a reont pec’hedoù va fobl, hag e troont o c’halon etrezek o direizhder.

9  Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizañ a rin evit e hentoù, hag e taskorin dezhañ hervez e oberoù.

10  Debriñ a raint ha n’o devo ket o gwalc’h, gastaouiñ a raint ha ne greskint ket, rak dilezet o deus an AOTROU hep ober van.

11  Gastaouerezh, gwin ha mezventi a lam kuit ar poell.

12  Va fobl a c’houlenn kuzul digant he c’hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c’hastaouerezh a goll, hag e c’hastaouont pell diouzh o Doue.

13  Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c’hrec’hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc’hed a c’hastaouo, hag ho merc’hed-kaer a raio avoultriezh.

14  Ne gastizin ket ho merc’hed dre ma c’hastaouont, nag ho merc’hed-kaer dre ma’z avoultront, rak ar wazed o-unan en em denn gant gisti hag a aberzhont gant ribodezed. Hag ar bobl, diboell, a gouezho.

15  Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N’it ket da C’hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!

16  Dre ma’z eo bet Israel disent evel un annoar gouez, bremañ an AOTROU o lakaio da beuriñ evel un oan e lec’hioù frank.

17  Efraim a zo en em roet d’an idoloù, dilez eñ!

18  O evaj a zo echu, ha setu emaint dalc’hmat er gadalerezh. O fennoù ne garont nemet an dismegañs.

19  An avel en deus paket anezho en e eskell, hag o devo mezh en abeg d’o aberzhoù.

 

Pennad 5

1  Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c’hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc’h, dre ma’z oc’h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.

2  Dre o aberzhoù e reont donoc’h o disentidigezh, met me o c’hastizo holl.

3  Anavezout a ran Efraim, Israel n’eo ket kuzhet ouzhin, rak bremañ, Efraim, te a zo en em roet d’ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.

4  O oberoù n’o lezo ket da zistreiñ d’o Doue, rak ar spered a c’hastaouerezh a zo en o zouez, ha n’anavezont ket an AOTROU.

5  Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Israel hag Efraim a gouezho dre o direizhder, Juda ivez a gouezho ganto.

6  Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.

7  Bet int fall e-keñver an AOTROU, rak ganet o deus mibien diavaeziek. Bremañ al loar nevez o lonko gant o madoù.

8  Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoù e Betaven, emaomp war da lerc’h, Benjamin!

9  Efraim a vo en glac’har da zeiz ar c’hastiz. Un dra wirion a zisklêrian e-touez meuriadoù Israel.

10  Pennoù Juda a zo evel ar re a zilec’h ar bonnoù. Va c’hounnar a skuilhin evel ur froud.

11  Efraim a zo gwasket, bec’hiet dre ar varnedigezh, rak aet eo a-youl-gaer war-lerc’h gourc’hemennoù all.

12  Me a vo evel tagn evit Efraim, hag evel preñvadur evit ti Juda.

13  Efraim a welas e gleñved ha Juda e c’houli; Efraim a yeas etrezek Asiria, kaset eo bet etrezek ar roue Jareb, met ne c’hello nag ho yac’haat nag ho tieubiñ eus ho kouli.

14  Rak me a vo evel ul leon evit Efraim, hag evel ul leonig evit ti Juda: Me, me a rogo! Hag ez in kuit. Dougen kuit a rin, hep na vo den da zieubiñ.

15  Hag ez in kuit, hag e tistroin da’m lec’h, betek ma’c’h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac’hanon gant pres.

 

Pennad 6

1  Deuit, distroomp d’an AOTROU. Rak roget en deus, met yac’haat a raio ac’hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.

2  Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d’an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.

3  Hag ec’h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc’himp d’e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d’hor c’havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.

4  Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c’hlizhenn taolet pell gant ar mintin.

5  Setu perak em eus o skoet dre ar brofeded, o lazhet dre c’herioù va genoù, va barnedigezhioù a lugerno warno evel ar gouloù.

6  Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc’h eget loskaberzhoù.

7  Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c’heñver.

8  Galaad, kêr a vicherourien a zireizhder, a zo leun a verkoù gwad.

9  Strollad an aberzhourien a zo evel ar bandennoù a spi an dud hag a zrouklazh war hent Sichem, rak ober a reont torfedoù.

10  Gwelet em eus un dra euzhus e ti Israel: eno Efraim a zo en em roet d’ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.

11  Evidout ivez, Juda, ez eus un eost aozet, pa rin distreiñ re zalc’het va fobl.

 

Pennad 7

1  Pa felle din yac’haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.

2  Ne lavaront ket en o c’halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c’hronn anezho, dirak va dremm emaint.

3  Laouenaat a reont ar roue gant o fallentez, hag ar pennoù-bras gant o gevier.

4  Holl ez int avoultrerien, heñvel ouzh ur forn tommet gant ur baraer, a baouez da c’hwezhañ an tan adalek ma’z eo mezet an toaz betek ma’z eo goet.

5  Da zeiz hor roue, ar pennoù a zeuas da vezañ klañv oc’h evañ re win; astenn a reas e zorn d’ar c’hoapaerien.

6  Pa stegnont pechoù, o c’halon a zo evel ur forn. E-pad an noz e kousk o baraer, ha da vintin ez eus un tan a laosk flammoù.

7  Holl ez int gwrezus evel ur forn, hag e lonkont o barnerien. O holl rouaned a gouezh, hini anezho na c’halv etrezek ennon.

8  Efraim a zo en em vesket gant ar pobloù. Efraim a zo evel ur wastell n’eo ket bet troet.

9  An diavaezidi o deus lonket e nerzh, met ne oar ket. E benn a zo hadet a vlev gwenn, met ne oar ket.

10  Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Ne zistroont ket d’an AOTROU o Doue, ne glaskont ket anezhañ en desped da gement-se holl.

11  Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.

12  Pa’z aint, ec’h astennin warno va roued, o lakaat a rin da gouezhañ evel laboused an neñvoù, o c’hastizañ a rin, evel m’o deus klevet en o bodadeg.

13  Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec’het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din.

14  Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoù. En em vodañ a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin.

15  O c’hastizet em eus, nerzhet em eus o brec’h, met soñjoù fall a reont a-enep din.

16  Treiñ a reont, met n’eo ket d’an Uhel. Bez’ ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c’hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.

 

Pennad 8

1  Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec’het a-enep va lezenn.

2  Krial a raint etrezek ennon: Va Doue, da anavezet hon eus, ni Israel.

3  Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc’h.

4  Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc’hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.

5  Samaria, da leue en deus da daolet kuit. Va c’hounnar a zo entanet a-enep dezho. Betek pegeit ne c’hellint ket bezañ glanaet?

6  Rak dont a ra eus Israel. Ur micherour en deus e c’hraet, n’eo ket Doue, setu perak e vo lakaet a-dammoù leue Samaria.

7  Dre ma hadont an avel, e vedint ar gorventenn. N’o devo ket a ed, ar pezh a gresko ne roio ket a vleud, ha mard eus, an diavaezidi a lonko anezhañ.

8  Israel a zo lonket. Emaint bremañ e-touez ar broadoù, evel ul lestr na ro plijadur ebet.

9  Rak pignet int etrezek Asiria, evel un azen gouez en em zalc’h a-du. Efraim en deus prenet mignoned.

10  Ha dre ma prenont e-touez ar broadoù, ez an bremañ d’o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec’h roue ar pennoù-bras.

11  Dre m’en deus Efraim savet meur a aoter evit pec’hiñ, an aoterioù o lakaio da bec’hiñ.

12  Skrivet em eus traoù diniver em lezenn, met sellet int evel un dra estren.

13  En aberzhoù a ginnigont din, ec’h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec’hedoù. Distreiñ a raint d’an Ejipt.

14  Israel en deus ankounac’haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh.

 

Pennad 9

1  Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec’h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec’h eus ur gopr dic’hlan war an holl leurioù gwinizh.

2  Al leur hag ar waskerell n’o magint ket, hag ar gwin nevez a vanko dezho.

3  Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d’an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic’hlan.

4  Ne ginnigint ket gwin d’an AOTROU, ne blijo ket dezhañ; o aberzhoù a vo evito evel bara an enkrez, an holl re a zebro dioutañ a vo saotret. Rak o bara ne vo nemet evito o-unan, ned aio ket da di an AOTROU.

5  Petra a reot da zeizioù ar vodadeg, da zeizioù gouelioù an AOTROU?

6  Rak setu ez int aet kuit en abeg d’an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc’henno o zraoù prizius en arc’hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.

7  Deuet eo deizioù ar c’hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da’z kasoni vras.

8  Gedour Efraim a oa gant va Doue, met ar profed a zo ur roued eus ul labousetaer war e holl hentoù, un enebour ouzh ti e Zoue.

9  En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec’hedoù.

10  Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec’h, gwelet em eus ho tadoù evel ar frouezh kentañ eus ur fiezenn en e zeroù, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d’un dra euzhus, deuet int da vezañ euzhus evel ar pezh o deus karet.

11  Gloar Efraim a nijo evel ul labous, adal ar c’hanedigezh, adal ar c’hof, adal ar grouañs.

12  Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!

13  Dre holl ma sellan etrezek Tir, Efraim a oa plantet en ul lec’h kaer. Met Efraim a gaso e vibien d’an hini o lazho.

14  O AOTROU! Ro dezho… Petra a roi dezho? Ro dezho ur mammog a ziforc’h ha bronnoù sec’h!

15  O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c’haso kuit eus va zi, ne gendalc’hin ken d’o c’harout, o holl bennoù a zo dispac’herien.

16  Efraim a zo skoet, o gwrizienn a zo disec’het, ne roint ken a frouezh. M’o deus bugale, me a lakaio da vervel frouezh prizius o c’hof.

17  Va Doue o zaolo pell dioutañ, rak n’o deus ket e selaouet. Hag e kantreint e-touez ar broadoù.

 

Pennad 10

1  Israel a zo ur winienn c’houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.

2  O c’halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.

3  Rak prestik e lavarint: N’hon eus roue ebet, rak n’hon eus ket doujet an AOTROU. Petra a rafe ur roue deomp?

4  Lavaret o deus komzoù, touet o deus e gaou pa reont emglevioù. Setu perak e tiwano ar varn evel kegid war irvi ar parkeier.

5  Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c’hreiz.

6  Kaset e vint zoken en Asiria, hag e vint roet evel ur prof da roue Jareb. Efraim en devo mezh, Israel a vo mezhek eus e vennozhioù.

7  Roue Samaria a vo lamet kuit, evel eon diwar an doureier.

8  Uhellec’hioù Aven, pec’hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d’ar menezioù: Goloit ni! ha d’ar c’hrec’hiennoù: Kouezhit warnomp!

9  Adalek deizioù Gibea ec’h eus pec’het, Israel. En em zalc’het int eno, ar brezel a-enep mibien an direizhder n’en deus ket o zapet e Gibea.

10  Kastizañ a rin anezho hervez va youl, ha pobloù a vo dastumet a-enep dezho, pa vint staget ouzh o daou falloni.

11  Efraim a zo evel un annoar doñvaet en em blij o tornañ ar greun, met ouzh e c’houzoug kaer e tostain, hag e stergnin Efraim, Juda a droio an douar, Jakob a freuzo ar mouded.

12  Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c’hlaviañ warnoc’h.

13  Troet hoc’h eus an drougiezh ha medet ar fallagriezh, debret hoc’h eus frouezh ar gaou, rak fiziet ec’h eus ez hent, e niver da dud nerzhus.

14  Setu perak e savo un tousmac’h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec’hioù a vo distrujet, evel m’en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.

15  Betel a raio evel-se deoc’h en abeg d’ho fallentez vras. Da c’houloù-deiz e vo kaset da get roue Israel.

 

Pennad 11

1  Pa oa yaouank Israel, e karen anezhañ, hag em eus galvet va mab eus an Ejipt.

2  Pa’z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d’ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d’ar skeudennoù kizellet.

3  Me am eus renet kammedoù Efraim en ur gemer anezhañ dre an divrec’h, met ne ouient ket e pareen anezho.

4  O zennet em eus gant kerdin denel, gant ereoù a garantez. Bet on evito evel ar re o dije savet ar yev diwar o javedoù, ha kinniget em eus boued dezho.

5  Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n’eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.

6  Ar c’hleze a gouezho war o c’hêrioù, a zistrujo o difennerien hag a lonko anezho, en abeg d’o mennozhioù.

7  Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D’an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhañ.

8  Penaos e tilezin ac’hanout, Efraim? Penaos e teroin ac’hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac’hanout evel Zeboim? Va c’halon a zo trefuet em c’hreiz, va holl druezioù a zo fromet.

9  Ne rin ket hervez tan va c’hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on en da greiz, ne zistroin ket gant fulor.

10  Kerzhout a raint war-lerc’h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c’huzh-heol.

11  Hag e teredint eus an Ejipt evel ul labous, hag eus bro Asiria evel ur goulm, ha me o lakaio da chom en o ziez, eme an AOTROU.

 

Pennad 12

1  Efraim en deus enkelc’hiet ac’hanon a c’hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c’hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.

2  Efraim a beur avel hag a red war-lerc’h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d’an Ejipt.

3  An AOTROU en deus ivez ur prosez gant Juda. Kastizañ a raio Jakob evit e hentoù, hag e taskoro dezhañ hervez e oberoù

4  Adalek kof e vamm e touellas e vreur, hag en e nerzh-gour e c’hourenas gant Doue.

5  Gouren a reas gant an ael, hag e oa an hini kreñvañ; gouelañ a reas hag e c’houlennas trugarez. E Betel en kavas, hag eno e komzas ouzhimp.

6  An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.

7  Te eta, distro da’z Toue, mir an drugarez hag ar reizhder, esper dalc’hmat ez Toue.

8  Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.

9  Ha lavaret en deus Efraim: Ya, deuet on da vezañ pinvidik, prenet em eus traoù prizius, em holl labourioù ne vo kavet direizhder ebet, netra hag a vefe ur pec’hed.

10  Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, me a raio dit chom c’hoazh dindan teltennoù, evel da zeizioù ar gouelioù.

11  Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.

12  Ma n’eo Galaad nemet direizhder, a-dra-sur e vint kaset da netra. Aberzhet o deus oc’hen e Gilgal, o aoterioù a zo evel bernioù mein war irvi ar parkeier.

13  Jakob a dec’has da vro Siria, Israel a servijas evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e vêsaas loened.

14  Dre ur profed, an AOTROU a reas da Israel pignat eus an Ejipt, dre ur profed e voe mêsaet.

15  Efraim en deus va daeet betek ur gounnar c’hwerv, setu perak e pouezo warnañ ar gwad en deus skuilhet, hag e Aotrou a zaskoro dezhañ e zismegañs.

 

Pennad 13

1  Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.

2  Ha bremañ e kendalc’hont da bec’hiñ, gant o arc’hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n’int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d’al leueoù ar re a aberzh!

3  Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec’hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.

4  Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, ha ne anavezi doue ebet nemedon, n’eus salver ebet nemedon.

5  Da anavezet em eus er gouelec’h, en un douar kras.

6  O gwalc’h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc’h o deus bet hag o c’halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac’haet.

7  Hag e vin eta evito evel ul leon, evel ul loupard o spiañ anezho war an hent.

8  O diaraogin evel un arzhez pa’z eo lamet he re vihan, hag e freuzin krogen o c’halon, hag o lonkin eno evel ul leonez, ha loen ar parkeier o lakaio a-dammoù.

9  Kollet out, Israel, en ur vezañ a-enep din, a-enep an hini a zo da sikour.

10  Pelec’h emañ da roue eta? Ra zieubo ac’hanout ez holl gêrioù! Pelec’h emañ da varnerien, ac’h eus lavaret diwar o fenn: Ro din ur roue ha priñsed?

11  Roet em eus dit ur roue em c’hounnar, hag e laman anezhañ em fulor.

12  Direizhder Efraim a zo ereet, e bec’hed a zo miret.

13  Poanioù an hini a wilioud a zeuio warnañ, ur mab diskiant eo, en amzer dereat n’en em zalc’h ket evit gwelout an deiz.

14  Me a baeo o daspren eus galloud lec’h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec’h emañ da vosennoù? Lec’h ar marv, pelec’h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.

15  Petra bennak m’en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec’h, hag e tisec’ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.

16  Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c’hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.

 

Pennad 14

1  Israel, distro d’an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.

2  Kemerit ganeoc’h komzoù, ha distroit d’an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.

3  Asiria ne saveteo ket ac’hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.

4  Yac’haat a rin o emsavadeg, o c’harout a rin a-volontez-vat, rak va c’hounnar a zo distroet diouto.

5  Evel ar c’hlizhenn e vin evit Israel, bleuniañ a raio evel al lili, hag ec’h astenno e wrizioù evel al Liban.

6  E skourroù a yelo war-raok, e gaerder a vo evel hini an olivezenn, e frond a vo evel hini al Liban.

7  Dont a raint en-dro da azezañ dindan e skeud, lakaat a raint ar gwinizh da advevañ, evel ar winienn e vleugnint, o brud a vo evel hini gwin al Liban.

8  Efraim a lavaro: Petra am eus d’ober c’hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c’hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.

9  Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.

Publicités