30 Amoz

LEVR AMOZ

 

Pennad 1

1  Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c’hren-douar.

2  Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C’harmel a zisec’ho.

3  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn.

4  Kas a rin war di Hazael un tan a lonko palezioù Ben-Hadad.

5  Terriñ a rin prenn Damask, hag e tistrujin tud Bikad-Aven hag an hini a zalc’h ar vazh-roue e Bet-Eden. Hag e vo harluet evel sklaved pobl Siria betek Kir, eme an AOTROU.

6  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Gaza, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’o deus harluet evel sklaved un engroez a-bezh evit o dereiñ da Edom.

7  Kas a rin war vogerioù Gaza un tan a lonko he falezioù.

8  Distrujañ a rin tud Asdod hag an hini a zalc’h ar vazh-roue en Askalon, hag e troin va dorn a-enep Ekron, hag ez aio da get nemorant ar Filistined, eme an Aotrou AOTROU.

9  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n’o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.

10  Kas a rin war vogerioù Tir un tan a lonko he falezioù.

11  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’en deus redet war-lerc’h e vreur gant ar c’hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m’en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.

12  Kas a rin e Teman un tan a lonko palezioù Bozra.

13  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.

14  Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc’hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.

15  Hag o roue a vo harluet, eñ hag e briñsed gantañ, eme an AOTROU.

 

Pennad 2

1  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Moab, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’o deus devet ha pulluc’het eskern roue Edom.

2  Kas a rin e Moab un tan a lonko palezioù Keriod, hag e varvo Moab e-kreiz un trouz bras, youc’hoù ha son ar shofar.

3  Distrujañ a rin ar varnerien eus e greiz, hag e lazhin e holl briñsed gantañ, eme an AOTROU.

4  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n’o deus ket miret e reolennoù, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoù war o lerc’h.

5  Kas a rin e Juda un tan a lonko palezioù Jeruzalem.

6  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m’o deus gwerzhet an hini reizh evit arc’hant, hag an hini paour evit ur re votoù-lêr.

7  Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e weont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac’h evit disakrañ va anv santel.

8  En em astenn a reont e-kichen pep aoter, war zilhad kemeret e kred, hag ec’h evont e ti o doueoù gwin ar re gondaonet.

9  Koulskoude em eus distrujet an Amorean dirazo, ma oa e uhelder evel uhelder ar sedrez, hag e greñvder evel hini an derv; distrujet em eus e frouezh en nec’h hag e wrizioù en traoñ.

10  Ho lakaet em eus ivez da bignat eus bro Ejipt, hag ho renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec’h evit perc’hennañ bro an Amoreaned.

11  Savet em eus profeded a-douez ho mibien ha Nazareiz a-douez ho tud yaouank. Ha n’eo ket evel-se, mibien Israel? eme an AOTROU.

12  Met graet hoc’h eus d’an Nazareiz evañ gwin, hag un urzh hoc’h eus roet d’ar brofeded o lavarout: Na brofedit ket!

13  Setu ez an da waskañ ac’hanoc’h, evel ma wask ur c’harr leun a vandos.

14  An den prim ne c’hello ket tec’hout, an hini kreñv ne gavo ket e nerzh, an hini kalonek ne saveteo ket e vuhez,

15  an hini a embreg ar wareg ne zalc’ho ket, an hini skañv e dreid ne dec’ho ket, ar marc’heger ne saveteo ket e vuhez,

16  an hini kadarnañ e-touez ar re greñv a dec’ho kuit en noazh en deiz-se, eme an AOTROU.

 

Pennad 3

1  Selaouit ar gomz-mañ en deus disklêriet an AOTROU a-enep deoc’h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioù am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout:

2  Ne’m eus anavezet nemedoc’h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc’h holl zireizhder.

3  Hag e kerzho daou zen a-gevret hep bezañ en em glevet?

4  Hag e yudo al leon er c’hoad hep kaout ur preizh? Hag e taolo al leonig e griadenn eus e doull hep bezañ tapet un dra bennak?

5  Hag e kouezho al labous er roued d’an douar hep na vefe stegnet ur pech dezhañ? Hag e savo ar roued diwar an douar hep bezañ tapet un dra bennak?

6  Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c’hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n’en devo e c’hraet an AOTROU?

7  Rak an Aotrou AOTROU ne ra netra hep disklêriañ e sekred d’e servijerien ar brofeded.

8  Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket?

9  Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c’hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!

10  N’ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù.

11  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An enebour a c’hronno ar vro hag a ziskaro da nerzh, ha da balezioù a vo preizhet.

12  Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c’har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur pallenn eus Damask.

13  Selaouit ha bezit va zestoù a-enep ti Jakob, eme an Aotrou AOTROU, Doue an armeoù,

14  en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d’an douar.

15  Hag e skoin gant an ti-goañv ha gant an ti-hañv, an tiez-olifant a yelo da get, hag e steuzio tiez niverus, eme an AOTROU.

 

Pennad 4

1  Selaouit ar gomz-mañ, buoc’hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d’o mestroù: Degasit hag evomp!

2  An Aotrou AOTROU en deus touet dre e santelezh: Setu, an deizioù a zeu warnoc’h ma viot lamet gant krochedoù, hag ho lignez gant higennoù-pesketa.

3  Mont a reot er-maez dre ar freuzoù, pep maouez dirazi, hag e viot taolet etrezek ar c’hreñvlec’h, eme an AOTROU.

4  Kit da Vetel ha pec’hit, da C’hilgal ha pec’hit muioc’h! Degasit hoc’h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!

5  Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a-youl-vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.

6  Ha me am eus kaset deoc’h naeter a zent en hoc’h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc’h holl diez. Ha n’oc’h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

7  Dinac’het em eus ivez ar glav ouzhoc’h pa chome c’hoazh tri miz betek an eost. Lakaet em eus da c’hlavañ war ur gêr, ha ne’m eus ket lakaet da c’hlavañ war ur gêr all; ur park en deus bet glav, hag ur park all n’en deus ket bet glav hag en deus disec’het.

8  Div, teir c’hêr a zo aet etrezek ur gêr all da evañ dour, ha n’o deus ket bet o gwalc’h. Ha n’oc’h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

9  Skoet em eus warnoc’h gant ar mergl hag intr an ed. Ho liorzhoù, ho kwiniegi, ho kwez-fiez, ho kwez-olivez a zo bet debret gant ar c’hilheien-raden. Ha n’oc’h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

10  Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c’hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n’oc’h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

11  Diskaret em eus hiniennoù en ho touez, evel ma tiskaras Doue Sodom ha Gomora, hag ez oc’h bet evel un etev tennet eus an tan. Ha n’oc’h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

12  Setu perak e rin dit en hevelep doare, Israel. Ha peogwir e rin dit evel-se, bez prest d’en em gavout gant da Zoue, o Israel!

13  Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d’an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.

 

Pennad 5

1  Selaouit ar gomz-mañ, ar c’hlemmgan-mañ a zisklêrian a-enep deoc’h, ti Israel!

2  Kouezhet eo gwerc’hez Israel ha n’adsavo ken; astennet eo war an douar ha den n’adsavo anezhi.

3  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ar gêr a lakae en ergerzh-brezel mil den a viro kant ganti, hag an hini a lakae en ergerzh-brezel kant den a viro dek ganti, evit ti Israel.

4  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh ti Israel: Klaskit me hag e vevot!

5  Na glaskit ket Betel, n’it ket da C’hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra.

6  Klaskit an AOTROU hag e vevot, gant aon na grogfe evel un tan war di Jozef, ha na zebrfe anezhañ hep den d’e vougañ e Betel,

7  dre ma troont en huelenn ar gwir ha ma vac’hont d’an douar ar reizhder.

8  Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c’halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv.

9  Ober a ra d’an distruj dont a-enep ar c’halloudeien, hag an diskar a-enep ar c’hreñvlec’hioù.

10  Kasaat a reont an hini a c’hourdrouz anezho ouzh an nor, hag o deus euzh ouzh an hini a gomz gant eeunder.

11  Ha setu, dre ma hoc’h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc’h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc’h eus gwini dispar met n’evot ket o gwin.

12  Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec’hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.

13  Setu perak e tavo an den poellek er mare-mañ, rak an amzer-mañ a zo fallakr.

14  Klaskit ar mad ha nann ar fall evit ma vevot, hag evel-se an AOTROU, Doue an armeoù, a vo ganeoc’h, evel ma lavarit.

15  Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.

16  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, an Aotrou: War an holl leurioù e vo klemmoù, en holl straedoù e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d’ar c’hañv al labourer-douar, ha d’ar c’hlemm ar re a lavar klemmganoù.

17  En holl wini e vo klemmoù, pa dremenin ez kreiz, eme an AOTROU.

18  Gwalleur d’ar re a c’hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc’h an devezh-mañ? Devezh an AOTROU a vo teñvalijenn ha nann sklêrijenn,

19  evel un den a dec’h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d’e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.

20  Devezh an AOTROU, ha ne vo ket teñvalijenn ha nann sklêrijenn, duder ha nann sked?

21  Kasaat ha disprizañ a ran ho kouelioù, ne gavan plijadur ebet en ho podadegoù meur.

22  Mar kinnigit loskaberzhoù ha donezonoù, ne blijont ket din, ne sellin ket ouzh hoc’h aberzhoù a drugarekadennoù a reot gant ho leueoù lart.

23  Pella diouzhin trouz da ganaouennoù, ne fell ket din selaou son da ludoù.

24  Met ra redo ar varnedigezh evel dour, hag ar reizhder evel ur froud diheskus.

25  Hag hoc’h eus kinniget din aberzhoù ha donezonoù er gouelec’h e-pad daou-ugent vloaz, ti Israel?

26  Met douget hoc’h eus teltenn ho roue, skeudenn hoc’h idoloù, steredenn ho toueoù, hoc’h eus graet evidoc’h.

26  Setu perak e harluin ac’hanoc’h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoù eo e anv.

 

Pennad 6

1  Gwalleur d’ar re a zo sioul e Sion ha d’ar re a zo e surentez war venez Samaria, lec’hioù kentañ e-touez ar broadoù. Ti Israel a zo deuet betek enno.

2  Tremenit e Kalne ha gwelit; it alese da Hamad-ar-Vras ha diskennit da C’had ar Filistined. Hag ez int gwelloc’h eget ar rouantelezhioù-mañ, hag o douaroù brasoc’h eget ho touaroù?

3  Krediñ a reot e pellait devezh ar gwalleur, hag e tostait sichenn an taerder.

4  Gourvezet war weleoù olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoù eus al lec’h ma’z int lartaet.

5  Mouskanañ a reont ouzh son al lud, hag ec’h ijinont binvioù-seniñ evel David.

6  Evañ a reont gwin e kiboù bras, en em oleviñ a reont gant ar gwellañ c’hwezhioù-mat, ha n’int ket glac’haret gant dismantr Jozef.

7  Setu perak ez eont da vezañ harluet e penn an harluidi, ha festoù an dud orgedus a baouezo.

8  An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc’h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,

9  ha mar chom dek den en un ti, e varvint.

10  Hag eontr unan marv, hag an hini a zle e deviñ, a gemero anezhañ evit dougen e eskern er-maez eus an ti, hag a lavaro d’an hini a zo chomet e traoñ an ti: Hag ez eus c’hoazh unan bennak war da lerc’h? Neuze e responto: N’eus ken! Hag an eontr a lavaro: Chom sioul. N’eo ket ar c’houlz d’ober anv eus an AOTROU.

11  Rak setu an AOTROU a ro e urzhioù, hag e raio d’an ti bras kouezhañ en e boull ha d’an ti bihan bezañ frailhet.

12  Daoust hag e redo war ar roc’h ar c’hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc’h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?

13  Laouenaat a rit er pezh n’eo netra, hag e lavarit: Ha n’eo ket dre hon nerzh hon eus kemeret galloud?

14  Met setu ez an da lakaat da sevel a-enep deoc’h ur vroad, ti Israel, eme an AOTROU, Doue an armeoù, ur vroad ho kwasko, adalek mont tre Hamad betek froud ar gouelec’h.

 

Pennad 7

1  An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu e stumme kilheien-raden er c’houlz ma en em lakae ar geot diwezhañ da greskiñ; ar geot diwezhañ a oa goude foennerezh ar roue.

2  Ha pa voe echu dezho da zebriñ geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?

3  An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c’hoarvezo ket, eme an AOTROU.

4  An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklêriañ e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier.

5  Hag e lavaris: Aotrou AOTROU, paouez, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?

6  An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c’hoarvezo ket, eme an AOTROU.

7  Hag e tiskouezas din kement-mañ: Setu an Aotrou en em zalc’he an e sav war ur voger graet diouzh al linenn, hag en e zorn e oa ul linenn.

8  Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ul linenn. Hag an Aotrou a lavaras: Setu ez an da lakaat al linenn e-kreiz va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.

9  Lec’hioù uhel Izaak a vo gwasted, santualioù Israel a vo distrujet, hag e savin a-enep ti Jeroboam gant ar c’hleze.

10  Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav ez enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c’hell ket gouzañv e holl gomzoù.

11  Rak setu ar pezh a lavar Amoz: Jeroboam a varvo dre ar c’hleze, hag Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.

12  Hag Amazia a lavaras da Amoz: Diouganer, kae, tec’h da vro Juda, debr eno da vara, hag eno e tiougani.

13  Met na gendalc’h ken da brofediñ e Betel, rak santual ar roue eo, ha ti ar roue eo.

14  Amoz a respontas da Amazia o lavarout: Ne oan na profed na mab profed, met ur mêsaer hag un dastumer fiez gouez;

15  an AOTROU en deus va c’hemeret a-drek an tropell, an AOTROU en deus lavaret din: Kae, diougan da’m fobl Israel.

16  Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec’h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak.

17  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc’hed a gouezho dre ar c’hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic’hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.

 

Pennad 8

1  An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu ur banerad frouezh darev.

2  Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.

3  En deiz-se kanaouennoù ar palez a vo klemmvanoù, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec’h e vo kalz a gorfoù marv a vo taolet didrouz.

4  Selaouit kement-mañ, c’hwi hag a zebr ar paour, hag a laka da semplañ ezhommeien ar vro,

5  hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,

6  hag e prenimp an ezhommeien gant arc’hant hag ar paour evit ur re votoù-lêr, hag e werzhimp uzien ar gwinizh.

7  An AOTROU en deus touet dre c’hloar Jakob: Biken n’ankounac’hain o holl oberoù!

8  An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kañv? An holl vro a zevero evel ur stêr a zic’hlann hag a goazh, evel stêr an Ejipt.

9  Hag e c’hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d’an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.

10  Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc’h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac’h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c’hwervder.

11  Setu, an deizioù a zeu, eme an Aotrou AOTROU, ma kasin an naonegezh er vro, ne vo ket naonegezh a vara na sec’hed a zour, met an hini a glevout komzoù an AOTROU.

12  Kerzhout a raint eus ur mor d’egile hag eus an hanternoz d’ar sav-heol, mont a raint amañ hag ahont evit klask komz an AOTROU, met n’he c’havint ket.

13  En deiz-se, ar gwerc’hezed kaer hag ar baotred yaouank a semplo gant ar sec’hed.

14  Ar re a dou dre bec’hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n’adsavint ken.

 

Pennad 9

1  Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c’hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c’hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec’h ne c’hello tec’hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c’hello diflipañ.

2  Pa’z afent e lec’h ar marv, va dorn o zenno ac’hane, pa bignfent d’an neñvoù, e rin dezho diskenn,

3  pa en em guzhfent war-lein ar C’harmel, o c’hlaskin eno hag o zapin ac’hane, pa dec’hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c’hourc’hemennin d’an naer flemmañ anezho,

4  pa vefent kaset en harlu dirak o enebourien, e c’hourc’hemennin d’ar c’hleze o lazhañ, hag e lakain va daoulagad warno evit ober droug dezho ha nann mad.

5  An Aotrou AOTROU an armeoù a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kañv. Evel ur stêr e tic’hlann en e bezh hag e koazh, evel stêr an Ejipt.

6  Sevel a ra en neñvoù e solieradurioù, diazezet en deus e volz war an douar, gervel a ra doureier ar mor, hag e skuilh anezho war-c’horre an douar, an AOTROU eo e anv.

7  Ha n’oc’h ket evidon evel mibien Etiopia, c’hwi mibien Israel? eme an AOTROU. Ha ne’m eus ket ho lakaet da bignat eus bro Ejipt? hag ar Filistined eus Kaftor? hag ar Siriz eus Kir?

8  Setu, daoulagad an Aotrou AOTROU a zo war ar rouantelezh bec’herez-se, hag e tistrujin anezhi a-ziwar c’horre an douar. Koulskoude ne zistrujin ket holl di Jakob, eme an AOTROU.

9  Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c’hrouer, hep na gouezh ur c’hreunenn d’an douar.

10  Holl bec’herien va fobl a varvo dre ar c’hleze, int hag a lavar: Ar gwalleur ne dostaio ket, ne dapo ket ac’hanomp.

11  En amzer-se ec’h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec’h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,

12  evit ma perc’hennint an nemorant eus Edom hag an holl bobloù m’eo bet galvet va anv warno, eme an AOTROU a ra kement-se.

13  Setu, an deizioù a zeu, eme an AOTROU, ma vo tost al labourer-douar ouzh ar meder, hag an hini a jaodr ouzh an hader, hag e tivero ar menezioù gant gwin, hag e strilho an holl grec’hiennoù.

14  Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c’hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec’h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.

15  Hag o flantin war o douar, ha ne vint ken displantet eus o douar am eus roet dezho, eme an AOTROU da Zoue.

Publicités