32 Jonaz

LEVR JONAZ

 

Pennad 1

1  Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jonaz mab Amitai, o lavarout:

2  Sav, kae da Ninive ar gêr vras, ha kri a-enep dezhi, rak o drougiezh a zo pignet betek ennon.

3  Met Jonaz a savas evit tec’hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU.

4  Met an AOTROU a lakaas un avel vras da sevel war ar mor, hag e voe ur gorventenn vras war vor, hag al lestr a oa war var da derriñ.

5  Ar vartoloded o doe aon, hag e krias pep hini d’e zoue, hag e taoljont er mor traoù a oa el lestr evit he skañvaat. Met Jonaz a oa diskennet e strad al lestr, hag e oa gourvezet o kousket-don eno.

6  Neuze ar sturier a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Perak e kouskez? Sav ha kri da’z Toue! Marteze e soñjo ennomp, ha ned aimp ket da goll.

7  Goude e lavarjont an eil d’egile: Deuit, taolomp ar sord, hag e ouezimp en abeg da biv e c’hoarvez an droug-se ganeomp. Teurel a rejont ar sord hag ar sord a gouezhas war Jonaz.

8  Neuze e lavarjont dezhañ: Ro da anavezout eta deomp perak e c’hoarvez an droug-se ganeomp. Peseurt micher ac’h eus? A-belec’h e teuez? Pehini eo da vro? Eus peseurt pobl ez out?

9  Hag e lavaras: Hebread ez on. Doujañ a ran an AOTROU, Doue an neñvoù, an hini en deus graet ar mor hag ar sec’h.

10  An dud-se a voe leuniet eus un aon bras, hag e lavarjont dezhañ: Perak ec’h eus graet kement-se? Rak an dud-se a ouie e tec’he pell diouzh dremm an AOTROU, dre m’en doa en disklêriet dezho.

11  Lavarout a rejont dezhañ: Petra a raimp dit evit ma sioulaio ar mor en hor c’heñver? Rak ar mor a oa o fallaat.

12  Hag e respontas dezho: Va c’hemerit ha va zaolit er mor, hag e sioulaio ar mor en ho keñver, rak gouzout a ran ez eo en abeg din eo deuet warnoc’h ar gorventenn-se.

13  An dud-mañ a roeñve evit dont d’an douar, met ne c’hellent ket, rak ar mor a oa o fallaat en o enep.

14  Neuze e krijont d’an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ra ne vimp ket kollet en abeg da ene an den-mañ, ha na laka ket warnomp ar gwad didamall. Rak te, AOTROU, te a ra evel ma plij dit.

15  Neuze e kemerjont Jonas hag e taoljont anezhañ er mor, hag e paouezas fulor ar mor.

16  Un doujañs vras e-keñver an AOTROU a grogas en dud-mañ, hag e kinnigjont aberzhoù d’an AOTROU hag e rejont gouestloù.

 

Pennad 2

1  An AOTROU a reas d’ur pesk bras en em gavout eno evit lonkañ Jonaz. Ha Jonaz a voe e kof ar pesk e-pad tri devezh ha teir nozvezh.

2  Jonaz, eus kof ar pesk, a bedas an AOTROU e Zoue,

3  o lavarout: Em estrenvan em eus galvet an AOTROU hag en deus respontet din, eus kof lec’h ar marv em eus kriet hag ec’h eus klevet va mouezh.

4  Va zaolet ec’h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c’helc’hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston.

5  Lavaret em eus: Taolet on kuit a-zirak da zaoulagad, koulskoude e welin c’hoazh templ da santelezh!

6  An doureier o deus va c’helc’hiet betek an ene, an donder en deus va goloet, korz o deus en em gorvigellet en-dro da’m fenn.

7 Diskennet on betek gwrizioù ar menezioù, an douar en deus serret warnon e sparloù da viken, met te ac’h eus lakaet va buhez da adsevel eus ar poull, AOTROU va Doue!

8  Pa zinerzhe va ene ennon, em eus bet soñj eus an AOTROU, ha va fedenn a zo deuet betek ennout, e templ da santelezh.

9  Ar re en em stag ouzh traoù aner ha touellus a zilez an hini a ra trugarez.

10  Met me a ginnigo dit aberzhoù gant ur ganaouenn a drugarekadennoù; seveniñ a rin ar gouestloù am eus graet, ar silvidigezh a zo d’an AOTROU.

11  Neuze an AOTROU a gomzas ouzh ar pesk, hag e c’hwedas Jonaz war ar sec’h.

 

Pennad 3

1  Goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet un eil gwech da Jonaz o lavarout:

2  Sav, kae da Ninive ar gêr vras, hag embann enni ar c’hemennad a lavaran dit.

3  Jonaz a savas eta hag a yeas da Ninive, hervez urzh an AOTROU. Ninive a oa ur gêr vras-meurbet, eus tri devezh bale.

4  Jonaz en em lakaas da vont tre e kêr, hed un devezh bale. Hag e krie o lavarout: Daou-ugent devezh c’hoazh, ha Ninive a vo distrujet!

5  Ha tud Ninive a gredas Doue. Embann a rejont ur yun, hag e wiskjont seier, eus an hini brasañ betek an hini bihanañ

6  Ar gomz-se a zeuas betek roue Ninive, a savas eus e dron, a lamas diwarnañ e vantell, en em c’holoas gant ur sac’h hag a azezas war al ludu.

7  Goude e lakaas da embann e Ninive ar gerioù-mañ, dre urzh ar roue hag e bennoù bras: Ra ne dañvaio tra ebet, nag an dud nag al loened nag an ejen nag an deñved, ra ne beurint ket ha n’evint ket dour.

8  Ra wisko an dud hag al loened seier, ra griint da Zoue gant nerzh, ha ra zistroio pep hini diouzh e hent fall ha diouzh an drougiezh a zo en e zaouarn.

9  Piv a oar hag-eñ n’en devo ket keuz Doue, ha n’en devo ket truez, evit distreiñ diouzh e gounnar entanet, e doare ma ne varvimp ket.

10  Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d’an droug en doa komzet ober dezho, ha n’en reas ket.

 

Pennad 4

1  Displijet kalz eo bet Jonaz gant kement-se, hag ez eas droug ennañ.

2  Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n’eo ket-se a lavaren pa oan c’hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec’hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec’h eus keuz d’an droug.

3  Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc’h eo din ar marv eget ar vuhez.

4  An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?

5  Ha Jonaz a yeas er-maez eus kêr, hag ec’h azezas er sav-heol da gêr. Sevel a reas eno ul lochenn hag en em zalc’has en he skeud, betek ma welje ar pezh a c’hoarvezje gant kêr.

6  An AOTROU Doue a lakaas ur risin da greskiñ dreist Jonaz, evit reiñ skeud war e benn hag e zieubiñ eus e c’hlac’har. Ha Jonaz en doe ul levenez vras abalamour d’ar risin.

7  Hag antronoz, da darzh-an-deiz, Doue a lakaas ur preñv a skoas war ar risin, hag e tisec’has.

8  Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c’hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, e doare ma vagane. Hag e c’houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc’h eo din ar marv eget ar vuhez.

9  Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d’ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.

10  Neuze an AOTROU a lavaras dezhañ: Truez ec’h eus ouzh ar risin na’z poa ket kemeret poan eviti, a zo bet ganet en un nozvezh hag a zo marvet en un nozvezh,

11  ha me na’m befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras?

Publicités