05 Adlezenn

PEMPVET LEVR MOIZEZ, ANVET AN ADLEZENN

 

Pennad 1

Mont kuit eus Horeb. Dibab ar pennoù. Ar spierien kaset. Disentidigezh ar bobl

1  Setu ar c’homzoù a lavaras Moizez da Israel a-bezh, en tu-mañ d’ar Jordan, er gouelec’h, er blaenenn a-dal da Suf, etre Paran, Tofel, Laban, Hazerod ha Di-Zahab.

2  Unnek devezh a zo adalek Horeb, dre hent Menez Seir, betek Kadesh-Barnea.

3  D’an daou-ugentvet bloaz, d’an unnekvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, Moizez a lavaras da vibien Israel kement en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ evito,

4  goude m’en doe trec’het Sihon, roue an Amoreaned a oa o chom en Hesbon, hag Og, roue Basan a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.

5  D’an tu-mañ d’ar Jordan, e bro Voab, Moizez en em lakaas da zisklêriañ al lezenn-se o lavarout:

6  An AOTROU hon Doue a gomzas ouzhimp en Horeb hag a lavaras: A-walc’h oc’h chomet er menez-mañ.

7  Distroit hag it kuit, deuit war-zu menez an Amoreaned hag el lec’hioù tro-dro, d’ar blaenenn, d’ar menez, d’an draonienn, d’ar c’hreisteiz, da aod ar mor, da vro ar Gananeiz, d’al Liban betek ar stêr vras, ar stêr Efratez.

8  Setu, lakaet em eus ar vro dirazoc’h, kit ha dalc’hit ar vro en doa touet an AOTROU reiñ d’ho tadoù, da Abraham, da Izaak, da Jakob ha d’o lignez war o lerc’h.

9  Komzet em eus ouzhoc’h en amzer-se ha lavaret em eus: Ne c’hellan ket va-unan dougen ac’hanoc’h.

10  An AOTROU ho Toue en deus ho kresket, ha setu-c’hwi, hiziv, niverus evel stered an neñv.

11  Ra gresko ac’hanoc’h c’hoazh an AOTROU, Doue ho tadoù, mil gwech kement all, ha ra vennigo ac’hanoc’h evel m’en deus lavaret deoc’h!

12  Penaos e c’hellin va-unan dougen ho poanioù, ho pec’hioù hag ho tabutoù?

13  Roit eus ho meuriadoù tud fur, poellek hag anavezet, hag e lakain anezho da bennoù warnoc’h.

14  Respontet hoc’h eus o lavarout: Mat eo ober ar pezh ec’h eus lavaret.

15  Kemeret em eus neuze pennoù ho meuriadoù, tud fur hag anavezet, ha lakaet em eus anezho evel pennoù warnoc’h: kabitened a vilieroù, kabitened a gantoù, kabitened a hanter-gantoù, kabitened a zegoù hag ofiserien e-touez ho meuriadoù.

16  En amzer-se em eus roet urzhioù d’ho parnerien o lavarout: Selaouit ho preudeur ha barnit gant reizhder etre un den hag e vreur pe un diavaeziad.

17  Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioù, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n’ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc’h, ha me he c’hlevo.

18  En amzer-se em eus roet urzhioù deoc’h diwar-benn an traoù ho poa d’ober.

19  Aet omp kuit eus Horeb ha kerzhet hon eus dre holl er gouelec’h bras hag euzhus-se, war-zu menez an Amoreaned, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU hon Doue deomp, ha deuet omp betek Kadesh-Barnea.

20  Lavaret em eus deoc’h: Erru oc’h betek menez an Amoreaned, a ro deomp an AOTROU hon Doue.

21  Setu, an AOTROU da Zoue a laka dirazout ar vro: pign, kemer dalc’h anezhañ, evel m’en deus lavaret an AOTROU, Doue da dadoù. Na’z pez ket aon ha bez dispont!

22  Goude bezañ tostaet ouzhin, hoc’h eus lavaret: Kasomp tud a-raok deomp evit spiañ ar vro hag evit rentañ kont deomp eus an hent a bignimp drezañ hag eus ar c’hêrioù ma’z aimp e-barzh.

23  Ar c’homzoù-se o deus plijet din. Kemeret em eus daouzek den eus ho touez, un den dre veuriad.

24  Mont a rejont hag e pignjont ar menez, hag e teujont betek gwazh Eshkol hag e weljont ar vro.

25  Kemeret o deus en o daouarn frouezh eus ar vro da zegas anezho deomp, hag e rentjont kont deomp o lavarout: Ar vro a ro deomp an AOTROU hon Doue a zo mat.

26  C’hwi ne fellas ket deoc’h pignat enni, met disentet hoc’h eus da urzh an AOTROU ho Toue.

27  Grozmolet hoc’h eus en ho teltennoù o lavarout: Dre ma kasae an AOTROU ac’hanomp eo en deus hol lakaet da vont kuit eus bro Ejipt, evit hol lezel etre daouarn an Amoreaned d’hon distrujañ.

28  Da belec’h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c’halonoù da deuziñ o lavarout: Ur bobl vrasoc’h hag a vent uheloc’h egedomp eo; ar c’hêrioù a zo bras ha mogeriet betek an neñv; gwelet hon eus eno mibien Anak.

29  Lavaret em eus: Na spontit ket ha n’ho pet ket aon dirazo.

30  An AOTROU ho Toue a gerzh dirazoc’h hag a stourmo e-unan evidoc’h, evel m’en deus graet evidoc’h en Ejipt dirak ho taoulagad,

31  hag er gouelec’h, e-lec’h ma ec’h eus gwelet an AOTROU da Zoue o tougen ac’hanout evel ma toug un den e vab, a-hed an hent hoc’h eus graet evit dont betek al lec’h-se.

32  En desped da gement-se n’hoc’h eus ket kredet en AOTROU ho Toue,

33  a yae en ho raok war an hent evit klask ul lec’h da sevel ho teltennoù, en tan e-pad an noz evit diskouez deoc’h an hent a gerzhec’h warnañ, hag er goabrenn e-pad an deiz.

34  An AOTROU a glevas mouezh ho komzoù hag a fuloras, hag e touas o lavarout:

35  Hini ebet eus tud ar rummad fall-se ne welo ar vro vat am eus touet reiñ d’ho tadoù,

36  nemet Kaleb mab Jefune. Eñ a welo anezhi, hag e roin dezhañ, dezhañ ha d’e vibien, ar vro en deus baleet enni, dre m’en deus heuliet e leunder an AOTROU.

37  An AOTROU a fuloras a-enep din ivez en abeg deoc’h, ha lavaret en deus: Te kennebeut ned i ket enni.

38  Jozue mab Nun, da servijer, a yelo enni; kaloneka anezhañ rak eñ eo a lakaio Israel da berc’hennañ e hêrezh.

39  Ho pugale vihan, hoc’h eus lavaret diwar o fenn e vijent ur preizh enni, hag ho mibien n’anavezont ket hiziv ar pezh a zo mat pe fall, int eo ar re a yelo enni, dezho e roin anezhi, int a berc’henno anezhi.

40  Met c’hwi, distroit ha kit d’ar gouelec’h war-zu ar Mor Ruz.

41  Respontet hoc’h eus o lavarout: Pec’het hon eus a-enep an AOTROU, pignat a raimp hag e stourmimp evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU hon Doue. Gourizet hoc’h eus pep hini e armoù brezel, hag e oac’h prest da bignat war ar menez.

42  An AOTROU a lavaras din: Lavar dezho: Na bignit ket ha na stourmit ket, rak n’on ket en ho touez, gant aon na vefec’h pilet gant hoc’h enebourien.

43  Komzet em eus ouzhoc’h met n’hoc’h eus ket selaouet, disentet hoc’h eus da urzh an AOTROU, pignet oc’h gant lorc’h war ar menez.

44  An Amoreaned, hag a oa o chom er menez-se, a zeuas a-ziarbenn deoc’h hag a redas war ho lerc’h evel ma ra ar gwenan; pilet oc’h bet e Seir betek Horma.

45  D’ho tistro hoc’h eus gouelet dirak an AOTROU, met an AOTROU ne selaouas ket ho mouezh ha ne roas ket e skouarn deoc’h.

46  Chomet oc’h e Kadesh kalz a zeizioù, keit ha ma chomjoc’h eno.

 

Pennad 2

Er gouelec’h. Trec’h war Sihon

1  Aet omp en-dro d’ar gouelec’h war-zu ar Mor Ruz, evel m’en doa lavaret an AOTROU din, ha kerzhet hon eus pell amzer war-dro da Venez Seir.

2  An AOTROU a gomzas ouzhin o lavarout:

3  Kerzhet a-walc’h hoc’h eus war-dro d’ar menez-se, troit war-zu an hanternoz.

4  Ro urzhioù d’ar bobl ha lavar: Tremen a reot war harz ho preudeur, mibien Ezaü a zo o chom e Seir. Hag o devo aon razoc’h, met diwallit mat:

5  Arabat brezeliñ outo, rak ne roin ket deoc’h eus o bro, zoken evit derc’hel sol ho treid; roet em eus da Ezaü Menez Seir da hêrezh.

6  Prenañ a reot diganto evit arc’hant ar boued a zebrot, ha prenañ a reot ivez diganto evit arc’hant an dour a evot.

7  Rak an AOTROU da Zoue en deus da venniget e kement a ri gant da zaouarn. Anavezet en deus da gerzhadeg dre ar gouelec’h bras-mañ. An AOTROU da Zoue a zo bet ganit e-pad an daou-ugent vloaz-se, ha netra n’en deus graet diouer dit.

8  Tremenet omp e-kichen hor breudeur, mibien Ezaü a zo o chom e Seir, hebiou da hent ar blaenenn, hebiou da Elad ha da Ezion-Geber, ha troet hon eus da dremen dre hent gouelec’h Moab.

9  An AOTROU a lavaras din: Na stourm ket a-enep ar Voabiz ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus o bro dit en hêrezh; roet em eus da vibien Lot Ar da hêrezh.

10  An Emim a oa o chom eno gwechall, ur bobl vras ha niverus, a vent uhel evel an Anakim.

11  Brudet e oant evel Refaim, evel an Anakim, met ar Voabiz a c’halve anezho Emim.

12  An Horianed a oa o chom e Seir gwechall. Mibien Ezaü o c’hasas kuit hag o distrujas azirazo; hag e chomjont en o lec’h evel m’en deus graet Israel e bro e hêrezh, en deus roet an AOTROU dezhañ.

13  Bremañ savit ha treuzit dour-red Sered. Treuzet hon eus dour-red Sered.

14  An amzer ma’z omp bet o kerzhout eus Kadesh-Barnea betek tremen dour-red Sered a zo bet eizh vloaz ha tregont, betek ma voe kuzumet holl rummad an dud a vrezel a-greiz ar c’hamp, evel m’en doa touet an AOTROU dezho.

15  Dorn an AOTROU a voe a-enep dezho evit o distrujañ a-greiz ar c’hamp, betek ma voent bet kuzumet.

16  Pa voe kuzumet an holl dud a vrezel dre ar marv a-douez ar bobl,

17  an AOTROU a gomzas din o lavarout:

18  Hiziv e tremeni harz Moab, en Ar,

19  hag e tostai ouzh mibien Ammon, met na stourm ket a-enep dezho ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus bro mibien Ammon dit en hêrezh; roet em eus anezhi da vibien Lot da hêrezh.

20  Ar vro-se ivez a oa brudet evel bro Refaim. Ar Refaim a oa o chom eno gwechall, met an Ammoniz a c’halve anezho Zamzumin,

21  ur bobl vras ha niverus e oa, a vent uhel evel an Anakim. An AOTROU o distrujas dirak an Ammoniz, a gasas anezho kuit; hag e chomjont en o lec’h.

22  Evel-se en deus graet evit mibien Ezaü a zo o chom e Seir, pa zistrujas an Horianed dirazo; int a gasas anezho kuit, hag e chomjont en o lec’h betek hiziv.

23  An Aviz, hag a oa o chom er c’hêriadennoù betek Gaza, a voe distrujet gant ar Gaftorim o tont eus Kaftor; int a chomas en o lec’h.

24  Savit, kit ha treuzit froud an Arnon. Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Sihon, roue Hesbon, an Amorean, gant e vro. Krog da berc’hennañ, gra ar brezel outañ.

25  Adal hiziv ez an da skuilhañ spont hag aon ac’hanout war ar pobloù dindan an neñv a-bezh, en doare ma krenint ha ma vint spontet o klevout komz diwar da benn.

26  Neuze em eus kaset, eus gouelec’h Kedemod, kannaded da Sihon roue Hesbon, gant komzoù a beoc’h o lavarout:

27  Va lez da dremen dre da vro, kerzhout a rin dre hent bras hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.

28  Gwerzhañ a ri din ar boued a zebrin evit arc’hant, ha reiñ a ri din an dour a evin evit arc’hant. War droad e tremenin hepken.

29  Evel-se o deus graet din mibien Ezaü a zo o chom e Seir hag ar Voabiz a zo o chom en Ar, ken na’m bo tremenet ar Jordan evit mont er vro en deus roet an AOTROU deomp.

30  Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m’emañ hiziv.

31  An AOTROU a lavaras din: Sell, emaon o vont da reiñ dit Sihon hag e vro. Krog da berc’hennañ e vro evel hêrezh.

32  Sihon a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp e Jahaz.

33  An AOTROU hon Doue a roas anezhañ deomp, pilet eo bet ganeomp, eñ, e vibien hag e holl bobl.

34  Kemeret hon eus e holl gêrioù ha lakaet hon eus anezho da verz, gwazed, gwragez, bugale, ha ne chomas den ebet.

35  Preizhet hon eus evidomp al loened ha madoù ar c’hêrioù hor boa kemeret.

36  Adalek Aroer war ribl froud an Arnon hag ar gêr a zo e-kichen ar froud betek Galaad, ne voe kêr ebet re greñv evidomp. An AOTROU hon Doue a roas holl deomp.

37  Met ne dostai ket ouzh bro mibien Ammon, nag ouzh lec’h ebet e-kichen froud Jabok, nag ouzh kêrioù ar menez, nag ouzh kement en deus difennet ouzhimp an AOTROU hon Doue.

 

Pennad 3

Trec’h war Og. Hêrezh Ruben, Gad hag hanter-veuriad Manase. Difennet eo ouzh Moizez da dreuziñ

1  Aet omp en-dro da bignat dre hent Basan. Og, roue Basan, a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp en Edrei.

2  An AOTROU a lavaras din: Na’z pet ket aon dirazañ, rak lakaet em eus anezhañ etre da zaouarn, gant e holl bobl hag e vro. Hag e ri dezhañ evel ma ec’h eus graet da Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon.

3  An AOTROU hon Doue a lakaas etre hon daouarn Og, roue Basan, gant e holl bobl. Trec’hiñ a rejomp anezhañ betek ma ne chomas den ebet.

4  Kemeret hon eus e holl gêrioù, ne voe kêr ebet ha ne gemerjomp ket: tri-ugent kêr, holl rannvro Argob, rouantelezh Og e Basan.

5  Ar c’hêrioù-se a oa kreñvaet, gant mogerioù uhel, dorojoù ha sparloù, ouzhpenn ar c’hêrioù e niver bras-meurbet n’o doa ket a vogerioù.

6  Lakaet hon eus anezho da verz evel ma hon doa graet da Sihon, roue Hesbon. Lakaet hon eus an holl gêrioù da verz, gwazed, gwragez, bugale.

7  Preizhet hon eus evidomp al loened ha madoù ar c’hêrioù.

8  En amzer-se hon eus kemeret eus dorn daou roue an Amoreaned ar vro a oa en tu-mañ d’ar Jordan, adalek froud an Arnon betek Menez Hermon,

9  an Hermon a vez galvet Sirion gant ar Sidoniz ha Senir gant an Amoreaned,

10  holl gêrioù ar blaenenn, holl C’halaad, holl Vasan betek Salka hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan.

11  Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc’h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n’emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad (~ 4.5 m), e ledander pevar ilinad (~ 2 m), a ilinad den.

12  En amzer-se hon eus kemeret dalc’h eus ar vro-se. Roet em eus d’ar Rubeniz ha d’ar C’hadiz an douaroù adalek Aroer, a zo war froud an Arnon, hag an hanter eus menez Galaad gant e gêrioù.

13  An nemorant eus Galaad ha Basan a-bezh, rouantelezh Og, am eus roet da hanter-veuriad Manase, holl rannvro Argob gant Basan a-bezh, a c’halved bro ar Refaim.

14  Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C’heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc’hioù Basan, galvet Bourc’hioù Jair betek hiziv.

15  Roet em eus Galaad da Vakir.

16  D’ar Rubeniz ha d’ar C’hadiz em eus roet adalek Galaad betek froud an Arnon, betek kreiz ar froud, ha betek froud Jabok, harz gant mibien Ammon,

17  hag ar blaenenn bevennet gant ar Jordan, adalek Kinnered betek mor ar blaenenn, Mor an Holen, e traoñ ar Pisga, war-zu ar sav-heol.

18  En amzer-se em eus roet urzhioù o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc’h ar vro-mañ evit he ferc’hennañ. C’hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.

19  Ra chomo hepken ho kwragez, ho pugaligoù hag ho loened, ha gouzout a ran hoc’h eus kalz, er c’hêrioù am eus roet deoc’h,

20  ken na roio diskuizh an AOTROU d’ho preudeur evel deoc’h, ha ken na berc’hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho en tu all d’ar Jordan. Hag e tistroiot pep hini ac’hanoc’h d’an dalc’h am eus roet deoc’h.

21  En amzer-se em eus roet urzhioù da Jozue o lavarout: Da zaoulagad o deus gwelet ar pezh en deus graet an AOTROU ho Toue d’an daou roue-se; evel-se e raio an AOTROU d’an holl rouantelezhioù az po da dremen drezo.

22  N’ho pet ket aon razo, an AOTROU ho Toue a stourmo evidoc’h.

23  En amzer-se em eus goulennet gras digant an AOTROU o lavarout:

24  Aotrou AOTROU, kroget ec’h eus da ziskouez da’z servijer da vraster ha da zorn kreñv, rak pehini eo an doue, en neñv ha war an douar, a c’hellfe seveniñ oberennoù ha burzhudoù heñvel ouzh da re?

25  Me az ped, ma tremenin ha ma welin ar vro vat-se a zo en tu all d’ar Jordan, ar menez mat-se hag al Liban.

26  Met an AOTROU a fuloras a-enep din en abeg deoc’h, ne selaouas ket ouzhin. An AOTROU a lavaras din: A-walc’h eo! Na gomz ken ouzhin eus an afer-se!

27  Pign war-lein ar Pisga, sav da zaoulagad war-zu ar c’huzh-heol ha war-zu an hanternoz ha war-zu ar c’hreisteiz ha war-zu ar sav-heol, ha sell gant da zaoulagad; met ne dremeni ket ar Jordan-se.

28  Ro urzhioù da Jozue, kreñva anezhañ, kennerzh anezhañ, rak eñ eo a dremeno dirak ar bobl-mañ, hag a roio da hêrezh dezho ar vro a weli.

29  Chomet omp en draonienn a-dal da Vet-Peor.

 

Pennad 4

Sentiñ ouzh an AOTROU. Kêrioù-repuiñ

1  Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc’h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma’z eot da berc’hennañ ar vro a ro deoc’h an AOTROU, Doue ho tadoù.

2  Ne lakaiot netra ouzhpenn er c’homzoù a gemennan deoc’h ha ne lammot netra diouto, met mirout a reot gourc’hemennoù an AOTROU ho Toue a gemennan deoc’h.

3  Ho taoulagad o deus gwelet ar pezh en deus graet an AOTROU en afer Baal-Peor; an AOTROU da Zoue en deus distrujet eus ho touez pep den hag a oa aet war-lerc’h Baal-Peor.

4  Met c’hwi, ar re a zo en em staget ouzh an AOTROU ho Toue, c’hwi holl a zo bev hiziv.

5  Setu, kelennet em eus deoc’h ar reolennoù hag ar barnedigezhioù, evel m’en deus gourc’hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma’z eot e-barzh d’he ferc’hennañ.

6  O mirit ha grit diouto, rak eno e vo ho furnez hag ho skiant dirak daoulagad ar pobloù, a lavaro o klevout an holl reolennoù-se: Ar vroad vras-mañ eo ar bobl hepken a zo fur ha skiantek!

7  Rak pehini eo ar vroad vras he defe he doueoù tost outi evel an AOTROU hon Doue bep gwech ma c’halvomp anezhañ?

8  Ha pehini eo ar vroad vras he defe reolennoù ha barnedigezhioù reizh evel an holl lezennoù-se a lakaan hiziv dirazoc’h?

9  Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n’ankounac’hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na’z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c’helenn a ri da’z mibien ha da’z mibien-vihan.

10  Az pez soñj eus an deiz ma en em zalc’hjout dirak an AOTROU da Zoue en Horeb, pa lavaras an AOTROU din: Dastum din ar bobl, hag e rin dezho klevout va c’homzoù evit ma teskint doujañ ac’hanon e-pad an holl zeizioù ma vevint war an douar hag evit ma henn kelennint d’o mibien.

11  Tostaet oc’h d’en em zerc’hel e traoñ ar menez. Ar menez a zeve gant tantezioù betek kreiz an neñv, hag e oa teñvalijenn, koumoul ha dic’houloù.

12  An AOTROU a gomzas a-greiz an tan; klevet hoc’h eus ur vouezh a gomze hep gwelout skeudenn ebet, klevet hoc’h eus ur vouezh hepken.

13  Hag e roas da glevout e emglev, a c’hourc’hemennas deoc’h da virout: an dek gourc’hemenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen.

14  En amzer-se an AOTROU a c’hourc’hemennas din kelenn deoc’h reolennoù ha barnedigezhioù, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma’z eot e-barzh d’he ferc’hennañ.

15  Taolit evezh gant pled ouzh hoc’h eneoù, peogwir n’hoc’h eus gwelet skeudenn ebet e deiz ma komzas an AOTROU ouzhoc’h en Horeb a-greiz an tan,

16  gant aon n’en em vreinfec’h en ur ober ur skeudenn gizellet, ur skeudenn eus un idol bennak, an taolennadur eus ur par pe ur barez,

17  an taolennadur eus ul loen bennak a vefe war an douar, an taolennadur eus ul labous askellek a nij en oabl,

18  un taolennadur eus ar re a ruz war an douar, an taolennadur eus ur pesk a zo en doureier dindan an douar.

19  gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neñv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neñv, na vefes bountet da stouiñ dirazo ha da servijañ an traoù-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d’an holl bobloù a zo dindan an neñvoù.

20  An AOTROU en deus ho lakaet da vont kuit eus forn houarn an Ejipt, evit bezañ dezhañ pobl e hêrezh, ar pezh ez oc’h hiziv.

21  An AOTROU a fuloras a-enep din en abeg deoc’h hag a douas na dremenjen ket ar Jordan ha n’ajen ket er vro vat a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh.

22  Emaon o vont da vervel er vro-mañ, ne dremenin ket ar Jordan, met c’hwi a dremeno hag a berc’henno ar vro vat-se.

23  Taolit evezh gant aon na ankounac’hafec’h an emglev en deus graet an AOTROU ho Toue ganeoc’h ha na rafec’h ur skeudenn gizellet pe un taolennadur eus un dra bennak, ar pezh en deus difennet ouzhit an AOTROU da Zoue.

24  Rak an AOTROU da Zoue a zo un tan loskus, un Doue gwarizius.

25  Pa ez po mibien ha mibien-vihan, ha pa ho po chomet pell er vro, mar en em vreinit en ur ober ur skeudenn gizellet pe un taolennadur bennak, oc’h ober an droug dirak daoulagad an AOTROU da Zoue evit e fuloriñ,

26  e kemeran an neñvoù hag an douar da dest en hoc’h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c’horre ar vro emaoc’h o vont da berc’hennañ en tu all d’ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioù eno, met mont a reot prim da goll.

27  An AOTROU a stlabezo ac’hanoc’h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec’h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.

28  Hag e servijot eno doueoù graet gant daouarn an den, koad pe maen, na welont ket, na glevont ket, na zebront ket, na c’hweshaont ket.

29  Mar klaskez ac’hane an AOTROU da Zoue, e kavi anezhañ, pa en klaski eus da holl galon hag eus da holl ene.

30  Pa vi er glac’har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc’h, e tistroi d’an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,

31  rak an AOTROU da Zoue a zo un Doue trugarezus, na’z tilezo ket ha na’z tistrujo ket, na n’ankounac’haio ket emglev da dadoù, en deus touet dezho.

32  Goulenn digant an deizioù tremenet a zo bet a-raok dit, adalek an deiz ma krouas Doue an den war an douar, hag adalek penn an neñvoù betek dibenn an neñvoù, hag-eñ ez eus bet un dra ken bras, hag-eñ ez eus bet klevet un dra heñvel?

33  Hag-eñ ez eus bet ur bobl o klevout mouezh Doue o komz a-greiz an tan evel ma ec’h eus klevet, hag a vefe chomet bev?

34  Hag-eñ ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoù, sinoù, mirakloù ha stourmadegoù, dre un dorn kreñv hag ur vrec’h astennet, ha dre spontoù bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?

35  Diskouezet eo bet dit evit ma’c’h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n’eus hini all ebet nemetañ.

36  Eus an neñvoù en deus graet dit klevout e vouezh evit da gelenn, war an douar en deus diskouezet dit e dan bras; klevet ec’h eus e gomzoù a-greiz an tan.

37  Dre m’en deus karet da dadoù, en deus dibabet o lignez war o lerc’h hag en deus lakaet ac’hanout da vont kuit eus an Ejipt dirazañ e-unan dre e c’halloud bras,

38  evit kas kuit a-zirazout broadoù brasoc’h ha nerzhusoc’h egedout, evit da lakaat da vont en o bro hag evit he reiñ dit da hêrezh, evel m’emañ hiziv.

39  Gouez eta hiziv ha merk en da galon penaos eo Doue an AOTROU, d’an nec’h en neñv ha d’an traoñ war an douar, ha n’eus hini all ebet nemetañ,

40  mir e reolennoù hag e c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc’h, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.

41  Neuze Moizez a lakaas a-du teir c’hêr en tu-mañ d’ar Jordan, d’ar sav-heol,

42  evit ma tec’ho enno ar muntrer en devo lazhet e nesañ diratozh, hep bezañ bet kasoni diagent, evit ma vevo en ur dec’hout da unan eus ar c’hêrioù-se,

43  da c’houzout: Bezer er gouelec’h, er blaenenn, evit ar Rubeniz, Ramod e Galaad evit ar C’hadiz, Golan e Basan evit ar Vanasiz.

44  Setu al lezenn a lakaas Moizez dirak mibien Israel.

45  Setu an testenioù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a roas Moizez da vibien Israel goude ma oant aet kuit eus an Ejipt,

46  en tu-mañ d’ar Jordan, en draonienn, a-dal da Vet-Peor, e bro Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon hag a voe pilet gant Moizez ha gant mibien Israel goude ma oant aet kuit eus an Ejipt.

47  Int a berc’hennas e vro ha bro Og, roue Basan, daou roue an Amoreaned a oa en tu-mañ d’ar Jordan, d’ar sav-heol,

48  adalek Aroer war ribl froud an Arnon, betek Menez Sion hag a zo an Hermon,

49  hag an holl blaenenn en tu-mañ d’ar Jordan, d’ar sav-heol, betek mor ar blaenenn e traoñ ar Pisga.

 

Pennad 5

An dek gourc’hemenn

1  Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a zisklêrian hiziv d’ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.

2  An AOTROU hon Doue en deus graet ganeomp un emglev en Horeb.

3  N’eo ket gant hon tadoù en deus graet an AOTROU an emglev-se, met ganeomp-ni a zo amañ hiziv, bev holl.

4  An AOTROU a gomzas ouzhoc’h dremm ouzh dremm war ar menez, a-greiz an tan.

5  En em zerc’hel a raen neuze etre an AOTROU ha c’hwi evit kemenn deoc’h komz an AOTROU, aon ho poa bet rak an tan ha ne oac’h ket pignet war ar menez. Lavarout a reas:

6  Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac’hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

7  Ne’z po ket doueoù all dirazon.

8  Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d’an nec’h en neñvoù, a zo d’an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;

9  ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac’hanon,

10  hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d’ar re a gar ac’hanon hag a vir va gourc’hemennoù.

11  Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc’ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.

12  Mir deiz ar sabad evit e santelaat, evel m’en deus gourc’hemennet dit an AOTROU da Zoue;

13  labourat a ri c’hwec’h devezh hag e ri da holl oberoù,

14  met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc’h, na da servijer, na da vatezh, na da ejen, na da azen, nag hini ebet eus da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù, evit ma tiskuizho da servijer ha da vatezh.

15  Dalc’h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus lakaet ac’hanout da vont kuit ac’hane an AOTROU da Zoue dre un dorn kreñv hag ur vrec’h astennet, setu perak en deus gourc’hemennet dit an AOTROU da Zoue mirout deiz ar sabad.

16  Enor da dad ha da vamm, evel m’en deus gourc’hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.

17  Ne vuntri ket.

18  Ne ri ket a avoultriezh.

19  Ne laeri ket.

20  Ne lavari ket a falstesteni a-enep da nesañ.

21  Ne c’hoantai ket gwreg da nesañ, ne avii ket ti da nesañ, nag e bark, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da’z nesañ.

22  An AOTROU a lavaras ar c’homzoù-se d’an holl vodadenn war ar menez a-greiz an tan, ar c’houmoul hag an deñvalijenn, dre ur vouezh kreñv, ha netra ouzhpenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen a roas din.

23  Pa hoc’h eus klevet ar vouezh a-greiz an dic’houloù, ar menez o teviñ gant tantezioù, tostaet oc’h ouzhin gant ho pennoù a veuriadoù hag hoc’h henaourien,

24  o lavarout: Setu, an AOTROU hon Doue en deus diskouezet deomp e c’hloar hag e vraster, klevet hon eus e vouezh a-greiz an tan, gwelet hon eus hiziv penaos e c’hell Doue komz ouzh un den, hag e chom bev an den-se.

25  Ha bremañ, perak e varvfemp? Rak an tan bras-se a guzumo ac’hanomp! Mar klevomp c’hoazh mouezh an AOTROU hon Doue, e varvimp.

26  Piv eo an den hag en defe klevet mouezh an Doue bev o komz a-greiz an tan, hag a vefe chomet bev?

27  Tosta, te, ha selaou kement a lavaro an AOTROU hon Doue, ha goude e tegasi deomp kement en devo lavaret an AOTROU hon Doue, ha ni a selaouo ha ni a raio diouzh-se.

28  An AOTROU a glevas trouz ho komzoù pa hoc’h eus lavaret anezho. An AOTROU a lavaras din: Klevet em eus trouz komzoù ar bobl pa o deus lavaret anezho, mat eo ar pezh o deus lavaret.

29  Ra o devo atav an hevelep kalon evit va doujañ hag evit mirout va gourc’hemennoù, hag e vint eürus, int hag o mibien, da viken.

30  Kae ha lavar dezho: Distroit d’ho teltennoù,

31  met te a chomo amañ ganin, hag e lavarin dit an holl c’hourc’hemennoù, reolennoù ha barnedigezhioù a zeski dezho evit ma raint diouto er vro a roan dezho da hêrezh.

32  Mirit ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ho Toue deoc’h ha grit dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz.

33  Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc’hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioù war an douar a berc’hennot.

 

Pennad 6

Karout an AOTROU

1  Setu ar gourc’hemennoù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus gourc’hemennet an AOTROU ho Toue deskiñ deoc’h, evit ma reot diouto er vro ma’z eot e-barzh d’he ferc’hennañ,

2  evit ma touji an AOTROU da Zoue, o virout e holl reolennoù hag e holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit, te, da vab ha da vibien-vihan, en holl zeizioù da vuhez, evit ma vo hiraet da zeizioù.

3  Selaou a ri eta, Israel, hag ec’h eveshai ma vo graet diouto, evit ma vi eürus ha ma kreskot meurbet, evel m’en deus lavaret an AOTROU, Doue da dadoù, er vro a zever gant laezh ha mel.

4  Selaou, Israel! An AOTROU hon Doue a zo an AOTROU hepken.

5  Karout a ri an AOTROU da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh.

6  Ar c’homzoù-se a c’hourc’hemennan dit hiziv a vo en da galon,

7  o c’helenn a ri da’z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c’hourvezi ha pa savi,

8  hag ec’h erei anezho evel un arouez war da zorn, hag e vint evel talgenoù etre da zaoulagad;

9  o skrivañ a ri war bostoù da di ha war da zorojoù.

10  P’en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro en deus touet da’z tadoù, da Abraham, da Izaak, da Jakob reiñ dit, gant kêrioù bras ha mat na’c’h eus ket savet,

11  tiez leun a bep seurt madoù na’c’h eus ket leuniet, puñsoù toullet na’c’h eus ket toullet, gwini ha gwez-olivez na’c’h eus ket plantet, pa zebri hag ez po da walc’h,

12  diwall d’ankounac’haat an AOTROU en deus tennet ac’hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

13  Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag e toui dre e anv.

14  Ned eot ket war-lerc’h doueoù all, a-douez doueoù ar pobloù a vo en-dro deoc’h,

15  rak an AOTROU da Zoue a zo en da greiz un Doue gwarizius. Fulor an AOTROU da Zoue en em danfe a-enep dit, hag e lamfe ac’hanout a-ziwar an douar.

16  Ne demptot ket an AOTROU ho Toue, evel ma hoc’h eus e demptet e Masa.

17  Mirout a reot gourc’hemennoù an AOTROU ho Toue, e destenioù hag e reolennoù en deus gourc’hemennet dit.

18  Ober a ri ar pezh a zo eeun ha mat dirak daoulagad an AOTROU, evit ma vi eürus ha ma’z i da berc’hennañ ar vro vat en deus touet an AOTROU da’z tadoù,

19  o kas kuit da enebourien azirazout, evel m’en deus lavaret an AOTROU.

20  Pa c’houlenno da vab ouzhit en amzer da zont: Petra eo an testenioù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus gourc’hemennet deoc’h an AOTROU hon Doue?

21  e lavari da’z mab: Bez’ e oamp sklaved da Faraon en Ejipt, hag an AOTROU en deus tennet ac’hanomp eus an Ejipt gant un dorn kreñv.

22  An AOTROU en deus graet sinoù ha burzhudoù bras ha spontus a-enep an Ejipt, a-enep Faraon hag a-enep e holl di dirak hon daoulagad,

23  ha tennet en deus ac’hanomp ac’hane, evit degas ac’hanomp d’ar vro en doa touet d’hon tadoù reiñ deomp.

24  An AOTROU en deus gourc’hemennet deomp ober diouzh ar reolennoù-mañ, o toujañ an AOTROU hon Doue, evit ma vimp atav eürus ha ma tiwallo hor buhez evel hiziv.

25  Ar reizhder a zalc’himp pa virimp an holl c’hourc’hemennoù-se ha pa raimp diouto dirak an AOTROU hon Doue, evel m’en deus urzhiet deomp.

 

Pennad 7

Distrujañ an idoloù hag o azeulerien

1  P’en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma’z ez e-barzh d’he ferc’hennañ, ha p’en devo kaset kuit kalz a vroadoù azirazout, an Hitited, ar C’hirgazianed, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, seizh broad brasoc’h ha kreñvoc’h egedout,

2  p’en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne’z po ket truez outo,

3  n’en em unani ket dezho dre zimeziñ, ne roi ket da verc’h d’e vab ha ne gemeri ket e verc’h evit da vab,

4  rak distreiñ a rafent da vab diwar va lerc’h evit servijañ doueoù all, hag en em danfe a-enep deoc’h fulor an AOTROU, a zistrujfe ac’hanout buan.

5  Evel-se e reot: neuze e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù, e troc’hot o asheraoù (= doueezoù), e tevot en tan o skeudennoù kizellet.

6  Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c’horre an douar.

7  N’eo ket abalamour ma’z oc’h niverusoc’h eget ar pobloù all eo en em staget an AOTROU ouzhoc’h hag en deus ho tibabet, rak ez oc’h an hini bihanañ eus an holl bobloù.

8  Met dre ma kar an AOTROU ac’hanoc’h ha dre ma vir al le en deus graet d’ho tadoù, en deus tennet an AOTROU ac’hanoc’h gant un dorn kreñv hag en deus dasprenet ac’hanoc’h eus an ti sklavelezh, eus dorn Faraon roue an Ejipt.

9  Gouez eta penaos eo Doue an AOTROU da Zoue, un Doue feal a vir e emglev hag e drugarez betek ar milvet rumm d’ar re a gar anezhañ hag a vir e c’hourc’hemennoù,

10  met rentañ a ra an hevelep tra war o dremmoù d’ar re a gasa anezhañ, evit o lakaat da vervel. Ne zale ket gant an hini a gasa anezhañ hag e rent an hevelep tra war e zremm.

11  Mirout a ri ar gourc’hemennoù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gemennan dit hiziv, hag e ri diouto.

12  Mar selaouit ar barnedigezhioù-se, ma virit anezho ha ma grit diouto, an AOTROU da Zoue a viro dit an emglev hag an drugarez en deus touet da’z tadoù.

13  Da garout a raio, da vennigañ ha da greskiñ, bennigañ a raio frouezh da gof ha frouezh da zouar, da winizh, da win ha da eoul, klodadoù da saout ha da zeñved, war an douar en deus touet da’z tadoù reiñ dit.

14  Benniget e vi muioc’h eget an holl bobloù, ne vo en da greiz na den na gwreg difrouezh, na gaonac’h e-touez al loened.

15  An AOTROU a lamo ar c’hleñved eus da greiz, hag an holl c’houlioù drouk ac’h eus anavezet en Ejipt, ne lakaio ket warnout, met o lakaat a raio war ar re holl a gasa ac’hanout.

16  Distrujañ a ri an holl bobloù a roio dit an AOTROU da Zoue, da lagad a vo didruez ha ne serviji ket o doueoù, rak ur stign e vefe evidout.

17  Mar lavarez en da galon: Ar pobloù-se a zo niverusoc’h egedon, penaos e c’hellin o kas kuit?

18  Na’z pez ket aon razo, az pez soñj eus ar pezh en deus graet an AOTROU da Zoue da Faraon ha d’an Ejipt a-bezh,

19  eus an amprouennoù bras en deus gwelet da zaoulagad, ar sinoù hag ar burzhudoù, an dorn kreñv hag ar vrec’h astennet, p’en deus da lakaet da vont kuit an AOTROU da Zoue; evel-se e raio an AOTROU da Zoue d’an holl bobloù ac’h eus aon razo.

20  An AOTROU da Zoue a gaso gwesped zoken a-enep dezho, betek ma varvo dirazout ar re a vano hag ar re en em guzho azirazout.

21  Na vez ket spontet abalamour dezho, rak an AOTROU da Zoue a zo en da greiz, un Doue bras ha spontus.

22  An AOTROU da Zoue a gaso kuit ar broadoù-se dirazout tamm-ha-tamm; ne c’helli ket dont a-benn anezho re vuan, gant aon na zeufe al loened gouez d’en em greskiñ a-enep dit.

23  An AOTROU da Zoue o roio dit, hag e tistrujo anezho eus un diskar bras betek ma vint aet da get.

24  Hag e lakaio e rouaned etre da zaouarn, hag e tilami o anv a-zindan an neñvoù, den ne zalc’ho dirazout betek ma vint aet da get.

25  Deviñ a reot en tan skeudennoù kizellet o doueoù. Ne c’hoantai ket ha ne gemeri ket evidout an arc’hant hag an aour a vo warno, gant aon na vefe kement-se ur stign, rak ez int un euzhusted d’an AOTROU da Zoue.

26  Ne zegasi ket traoù euzhus da’z ti, evit na vi ket lakaet da verz evelto; heug az po outañ, euzh az po outañ, rak lakaet da verz ez int.

 

Pennad 8

Derc’hel soñj eus an AOTROU

1  Mirout a reot an holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv hag e reot diouto, evit ma vevot ha ma kreskot, ha ma’z eot da berc’hennañ ar vro en doa touet an AOTROU d’ho tadoù.

2  Az pez soñj eus an hent en deus lakaet ac’hanout da gerzhout ennañ an AOTROU da Zoue e-pad daou-ugent vloaz er gouelec’h, evit da izelaat ha da amprouiñ, evit gouzout petra a oa en da galon ha ma virfes e c’hourc’hemennoù.

3  Da izelaet en deus ha da lezet da gaout naon, met roet en deus dit da zebriñ ar mann, n’anavezes ket ha n’anaveze ket da dadoù, evit reiñ da c’houzout dit penaos an den ne vev ket gant bara hepken, met penaos an den a vev gant kement a zeu eus genoù an AOTROU.

4  Da zilhad ne voent ket uzet warnout, ha da droad ne voe ket goeñvet e-pad an daou-ugent vloaz-se.

5  Anavez eta en da galon penaos an AOTROU da Zoue a gastiz ac’hanout evel ma kastiz un den e vab.

6  Mir gourc’hemennoù an AOTROU da Zoue evit kerzhout en e hentoù hag evit doujañ anezhañ.

7  Rak an AOTROU da Zoue a lakaio ac’hanout da vont en ur vro vat, ur vro gant gwazhioù-dour, eienennoù ha lennoù a red en traoniennoù hag er menezioù,

8  ur vro gant gwinizh, heiz, gwini, gwez-fiez ha greunavalenned, ur vro gant gwez-olivez o reiñ eoul ha gant mel,

9  ur vro e-lec’h na zebri ket bara gant rouezded, e-lec’h na vanko dit netra, ur vro ma’z eo he mein houarn hag eus he menezioù e kizelli arem.

10  Pa ez po debret hag ez po da walc’h, e vennigi an AOTROU da Zoue abalamour d’ar vro vat en devo roet dit.

11  Diwall d’ankounac’haat an AOTROU da Zoue, o tremen hep mirout e c’hourc’hemennoù, e varnedigezhioù hag e reolennoù a gemennan dit hiziv.

12  Pa ez po debret hag ez po da walc’h, pa ez po savet tiez kaer evit chom enno,

13  pa vo kresket da saout ha da zeñved, pa vo kresket da arc’hant ha da aour ha pa vo kresket kement a zo dit,

14  ra n’en em uhelaio ket da galon, ra n’ankounac’hai ket an AOTROU da Zoue en deus tennet ac’hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh,

15  en deus lakaet ac’hanout da gerzhout er gouelec’h bras hag euzhus-se, leun a naered gwrezus hag a gruged, e lec’hioù sec’h hep dour, en deus lakaet dour da zont er-maez eus ar roc’h evidout, eus ar rec’hell,

16  en deus roet dit da zebriñ er gouelec’h ar mann n’anaveze ket da dadoù, evit izelaat hag amprouiñ ac’hanout, hag evit ober vad dit da c’houde.

17  Ra ne lavari ket en da galon: Va nerzh ha galloud va dorn o deus prenet din ar madoù-se.

18  Az pez soñj eus an AOTROU da Zoue, rak eñ eo a roio dit an nerzh da brenañ madoù, evit kadarnaat an emglev en deus touet da’z tadoù, evel m’emañ hiziv.

19  Mar c’hoarvezfe ec’h ankounac’hafes an AOTROU da Zoue ha ma’c’h afes war-lerc’h doueoù all, ma o servijfes ha ma stoufes dirazo, e testan deoc’h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!

20  Evel ar pobloù en deus lakaet an AOTROU da vont da get dirazoc’h, e viot kollet, rak n’ho po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 9

Al leue aour

1  Selaou, Israel! Emaout o vont da dremen hiziv ar Jordan evit trec’hiñ pobloù brasoc’h ha kreñvoc’h egedout, kêrioù bras ha mogeriet betek an neñv,

2  ur bobl vras hag a vent uhel, mibien an Anakim a anavezez, hag ec’h eus klevet diwar o fenn: Piv a zalc’ho dirak mibien Anak?

3  Gouez eta hiziv penaos an AOTROU da Zoue a dremeno dirazout evel un tan loskus, eñ eo o distrujo hag o izelaio dirazout. O c’hasi kuit hag o lakai da vervel buan, evel m’en deus lavaret an AOTROU.

4  P’en devo o c’haset kuit an AOTROU da Zoue dirazout, ne lavari ket en da galon: En abeg da’m reizhder eo en deus degaset ac’hanon an AOTROU da berc’hennañ ar vro-mañ. Rak en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout.

5  N’eo ket en abeg da’z reizhder ha da eeunder da galon emaout o vont da berc’hennañ ar vro, met en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout, hag evit kadarnaat ar gomz en deus touet an AOTROU da’z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

6  Gouez eta penaos n’eo ket en abeg da’z reizhder e ro dit an AOTROU da Zoue ar vro vat-se evit he ferc’hennañ, dre ma’z out ur bobl a c’houzoug reut.

7  Az pez soñj, n’ankounac’ha ket penaos ec’h eus kounnaret an AOTROU da Zoue er gouelec’h, adalek an deiz ma’z out aet kuit eus bro Ejipt betek ma’z oc’h erruet el lec’h-mañ, ez oc’h bet disentus ouzh an AOTROU.

8  Kounnaret hoc’h eus ivez an AOTROU en Horeb, hag an AOTROU a fuloras a-enep deoc’h, gant ar soñj d’ho tistrujañ.

9  Pa’z on pignet war ar menez evit degemer an taolennoù maen, taolennoù an emglev en deus graet an AOTROU ganeoc’h, ez on chomet war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour.

10  An AOTROU a roas din an div daolenn vaen, skrivet gant biz Doue, ha warno e oa an holl gomzoù en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg.

11  A-benn daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh e roas an AOTROU din an div daolenn vaen, taolennoù an emglev.

12  An AOTROU a lavaras din: Sav, hast diskenn ac’hann, rak da bobl, an hini ac’h eus lakaet da vont kuit eus an Ejipt, a zo en em vreinet. Distroet int bet buan eus an hent am boa gourc’hemennet dezho, graet o deus ur skeudenn deuzet.

13  An AOTROU a gomzas o lavarout: Sellet em eus ouzh ar bobl-mañ, ha setu, eo ur bobl a c’houzoug reut.

14  Lez ac’hanon hag e tistrujin anezho hag e lamin o anv a-zindan an neñvoù, hag e rin ac’hanout ur bobl kreñvoc’h ha brasoc’h egeto.

15  Me a zistroas hag a ziskennas a-ziwar ar menez, ar menez a zeve gant tan, div daolenn an emglev am boa em daouarn.

16  Sellet em eus ha setu, pec’het ho poa a-enep an AOTROU ho Toue, graet ho poa ul leue teuzet, distroet oac’h buan eus an hent en doa gourc’hemennet an AOTROU deoc’h.

17  Kemeret em eus an div daolenn hag o zaolet em eus gant va daouarn d’o zerriñ dirak ho taoulagad.

18  Stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour, en abeg d’an holl bec’hedoù ho poa graet, oc’h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evit e fuloriñ.

19  Spontet e voen dirak ar gounnar hag ar fulor en em danas en hoc’h enep a-berzh an AOTROU, evit distrujañ ac’hanoc’h. Met an AOTROU a selaouas ouzhin c’hoazh ar wech-mañ.

20  An AOTROU a oa kounnaret a-enep Aaron ivez, hag e felle dezhañ e lakaat d’ar marv. Pedet em eus evit Aaron ivez en amzer-se.

21  Kemeret em eus ho pec’hed, al leue ho poa graet, hag em eus e zevet en tan, hag em eus e freuzet ken na voe aet e poultr. Taolet em eus ar poultr er froud a ziskenne eus ar menez.

22  Kounnaret hoc’h eus an AOTROU e Tabeera, e Masa hag e Kibrod-Hataava.

23  Pa gasas an AOTROU ac’hanoc’h eus Kadesh-Barnea en ur lavarout: Pignit ha dalc’hit ar vro am eus roet deoc’h, hoc’h eus disentet ouzh gourc’hemenn an AOTROU ho Toue, n’hoc’h eus ket kredet anezhañ na sentet ouzh e vouezh.

24  C’hwi a zo bet disentus ouzh an AOTROU abaoe an deiz ma hoc’h anavezan.

25  Stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, rak en doa lavaret an AOTROU e tistrujfe ac’hanoc’h.

26  Me a bedas an AOTROU o lavarout: Aotrou AOTROU, na zistruj ket da bobl, da hêrezh, ac’h eus dasprenet gant da vraster hag ac’h eus lakaet da zont kuit eus an Ejipt gant un dorn nerzhus.

27  Az pez soñj eus da servijerien, Abraham, Izaak ha Jakob, na sell ket ouzh kaleter ar bobl-mañ, nag ouzh e zrougiezh, nag ouzh e bec’hed,

28  gant aon na vez lavaret er vro ac’h eus tennet ac’hanomp diouti: Dre ma n’eo ket gouest an AOTROU d’o lakaat da vont er vro en doa prometet dezho, ha dre ma kasa anezho, eo en deus o lakaet da vont kuit evit o lazhañ er gouelec’h.

29  Ha koulskoude ez int da bobl ha da hêrezh, ac’h eus lakaet da vont kuit eus bro Ejipt dre da c’halloud bras ha da vrec’h astennet.

 

Pennad 10

An div daolenn vaen nevez. Doujañ an AOTROU

1  En amzer-se an AOTROU a lavaras din: Gra div daolenn vaen evel ar re gentañ, ha pign da’m c’havout war ar menez. Ober a ri ivez un arc’h koad,

2  hag e skrivin war an taolennoù-se ar gerioù a oa war an taolennoù kentañ ac’h eus torret, hag e lakai anezho en arc’h.

3  Graet em eus un arc’h e koad kasia ha div daolenn vaen evel ar re gentañ, ha pignet on war ar menez gant an div daolenn em dorn.

4  Hag e skrivas war an taolennoù ar pezh en doa skrivet ar wech kentañ, an dek komz en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg. An AOTROU o roas din.

5  Distroet ha diskennet on a-ziwar ar menez, ha lakaet em eus an taolennoù en arc’h am boa graet; eno emaint evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU din.

6  Mibien Israel a yeas kuit eus Beerod-mibien-Jaakan evit Mosera. Aaron a varvas eno hag a voe sebeliet. Eleazar e vab a voe aberzhour en e lec’h.

7  Ac’hane ez ejont kuit evit Gudgoda, hag eus Gudgoda evit Jotbata, ur vro gant gwazhioù-dour.

8  En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc’h emglev an AOTROU, evit en em zerc’hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.

9  Setu perak n’en deus Levi na lodenn na hêrezh gant e vreudeur, an AOTROU eo e hêrezh, evel m’en deus lavaret an AOTROU da Zoue dezhañ.

10  En em zalc’het on war ar menez evel an deizioù diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh. An AOTROU a selaouas ouzhin c’hoazh ar wech-mañ, an AOTROU ne fellas ken dezhañ da zistrujañ.

11  An AOTROU a lavaras din: Sav! Kae evit kerzhout dirak ar bobl, hag ez aint da berc’hennañ ar vro am eus touet reiñ d’ho tadoù.

12  Bremañ eta, Israel, petra a c’houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujañ an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoù, karout anezhañ, servijañ an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,

13  mirout gourc’hemennoù an AOTROU hag e reolennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus?

14  D’an AOTROU da Zoue eo an neñvoù ha neñvoù an neñvoù, an douar ha kement a zo ennañ,

15  ha nemet ouzh da dadoù eo, en em stagas an AOTROU evit o c’harout. War o lerc’h, a-douez an holl bobloù, dibabet en deus ac’hanoc’h, o lignez, evel m’emañ hiziv.

16  Amdroc’hit eta ho kalonoù ha na reudit ket ho kouzoug.

17  Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,

18  a ro e wir d’an emzivad ha d’an intañvez, a gar an diavaeziad hag a ro dezhañ boued ha dilhad.

19  Karout a reot an diavaeziad, rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt.

20  Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.

21  Eñ eo da veuleudi, eñ eo da Zoue, eñ eo an hini en deus graet en da geñver an traoù bras ha spontus o deus gwelet da zaoulagad.

22  Da dadoù a ziskennas d’an Ejipt, bez’ e oant dek ha tri-ugent, ha bremañ, an AOTROU da Zoue en deus lakaet ac’hanout da vezañ niverus evel stered an neñvoù.

 

Pennad 11

Karout an AOTROU ha mirout e c’hourc’hemennoù

1  Karout a ri an AOTROU da Zoue, hag e viri atav e garg, e reolennoù, e varnedigezhioù hag e c’hourc’hemennoù.

2  Hiziv ec’h anavezit, ar pezh n’o deus ket anavezet ha n’o deus ket gwelet ho mibien, kastizoù an AOTROU ho Toue, e vraster, e zorn kreñv hag e vrec’h astennet,

3  ar sinoù hag an oberoù a reas e-kreiz an Ejipt a-enep Faraon roue an Ejipt hag a-enep e holl vro,

4  ar pezh a reas da armead an Ejipt, d’e gezeg ha d’e girri pa lakaas da zont doureier ar Mor Ruz warno pa zeuent war ho lerc’h, o tistrujañ anezho betek hiziv,

5  ar pezh a reas evidoc’h er gouelec’h betek ho tonedigezh el lec’h-mañ,

6  ar pezh a reas da Zatan ha da Abiram, mibien Eliab mab Ruben, penaos an douar a zigoras e c’henoù da lonkañ anezho gant o ziegezhioù, o zeltennoù hag an holl draoù a oa dezho, e-touez holl Israel.

7  Rak ho taoulagad o deus gwelet an holl oberoù bras en deus graet an AOTROU.

8  Mirout a reot an holl c’hourc’hemennoù a gemennan deoc’h hiziv, evit ma en em greñvaiot ha ma’z eot da berc’hennañ ar vro emaoc’h o vont da berc’hennañ,

9  hag evit ma vo hiraet ho teizioù war an douar en doa touet an AOTROU reiñ d’ho tadoù, dezho ha d’o lignez, ur vro a zever gant laezh ha mel.

10  Rak ar vro ma’z ez e-barzh d’he ferc’hennañ n’eo ket evel bro Ejipt ma’z oc’h aet kuit diouti, e-lec’h ec’h hades da had hag e toures anezhañ gant da droad evel ul liorzh legumaj.

11  Ar vro ma’z it da dremen e-barzh d’he ferc’hennañ a zo ur vro a venezioù hag a draoniennoù, a ev dour glav an neñv,

12  ur vro ma vez an AOTROU da Zoue o kemer preder ganti, emañ daoulagad an AOTROU da Zoue dalc’hmat warni, adalek penn kentañ ar bloaz betek ar penn diwezhañ.

13  Mar sentit ouzh ar gourc’hemennoù a gemennan deoc’h hiziv, mar karit an AOTROU ho Toue o servijañ anezhañ eus hoc’h holl galon hag eus hoc’h holl ene,

14  me a roio d’ho pro e koulz ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer, hag e tastumi da winizh, da win ha da eoul,

15  me a lakaio geot ez parkeier evit da loened, hag e tebri hag ez po da walc’h.

16  Diwallit ouzh lezel ho kalon touellañ ac’hanoc’h, gant aon na zistrofec’h, na servijfec’h doueoù all ha na stoufec’h dirazo.

17  Fulor an AOTROU en em danfe a-enep deoc’h, hag e serrfe an neñvoù, ne vefe ket glav, an douar ne rofe ket e frouezh, hag e varvfec’h buan a-ziwar ar vro vat a ro deoc’h an AOTROU.

18  Lakait eta va c’homzoù-mañ en ho kalon hag en hoc’h ene, ereit anezho evel un arouez war ho taouarn, hag e vint evel talgenoù etre ho taoulagad,

19  o c’helenn a ri da’z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c’hourvezi ha pa savi,

20  o skrivañ a ri war bostoù da di ha war da zorojoù,

21  evit ma vo kresket ho teizioù ha deizioù ho mibien war an douar en doa touet an AOTROU reiñ d’ho tadoù, kement ha deizioù an neñvoù a-us d’an douar.

22  Mar mirit an holl c’hourc’hemennoù am eus kemennet deoc’h, ma rit diouto evit karout an AOTROU ho Toue, evit kerzhout en e holl hentoù hag evit en em stagañ outañ,

23  an AOTROU a gaso kuit dirazoc’h an holl vroadoù-se, hag e teuiot da vestr war broadoù brasoc’h ha kreñvoc’h egedoc’h.

24  Pep lec’h ma vac’ho sol ho treid warnañ a vo deoc’h, ho harzoù a vo adalek ar gouelec’h hag al Liban, adalek ar stêr, ar stêr Eufratez, betek mor ar c’huzh-heol.

25  Den ne zalc’ho dirazoc’h. An AOTROU ho Toue a skuilho aon ha spont ouzhoc’h dre ar vro a vac’hot warni, evel m’en deus lavaret.

26  Setu, e lakaan dirazoc’h hiziv ar vennozh hag ar vallozh,

27  ar vennozh mar sentit ouzh gourc’hemennoù an AOTROU ho Toue, a gemennan deoc’h hiziv,

28  ar vallozh ma ne sentit ket ouzh gourc’hemennoù an AOTROU ho Toue ha ma tistroit eus an hent a gemennan deoc’h hiziv, evit mont war-lerc’h doueoù all n’hoc’h eus ket anavezet.

29  P’en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma’z ez e-barzh d’he ferc’hennañ, e tisklêri ar vennozh war Venez Gerizim hag ar vallozh war Venez Ebal.

30  Ha n’emaint ket en tu all d’ar Jordan, war-zu hent ar c’huzh-heol, e bro ar Gananeiz a zo o chom er blaenenn dirak Gilgal, e-kichen dervennoù More?

31  Rak ez it da dremen ar Jordan, evit mont da berc’hennañ ar vro a ro deoc’h an AOTROU ho Toue. C’hwi a berc’henno anezhi heg a chomo enni.

32  Mirit an holl reolennoù ha barnedigezhioù a lakaan dirazoc’h hiziv ha grit diouto.

 

Pennad 12

Ul lec’h hepken evit azeuliñ

1  Setu ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a virot, diouto e reot er vro a ro deoc’h an AOTROU, Doue da dadoù, evit he ferc’hennañ, e-pad an holl amzer a vevot war an douar.

2  Distrujañ a reot an holl lec’hioù m’o devo servijet enno o doueoù ar broadoù emaoc’h o vont da gas kuit, war ar menezioù uhel, war ar c’hrec’hiennoù ha dindan kement gwezenn c’hlas.

3  Hag e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù, e tevot en tan o asheraoù (= doueezoù), e troc’hot skeudennoù kizellet o doueoù, e tilamot o anvioù diwar al lec’hioù-se.

4  Ne reot ket evel-se e-keñver an AOTROU ho Toue,

5  met klask a reot anezhañ el lec’h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc’h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.

6  Eno e tegasot ho loskaberzhoù, hoc’h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, hoc’h aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, ho profoù a-youl-vat, re gentañ-ganet ho loened bras hag ho loened bihan.

7  Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag e laouenaiot, c’hwi hag ho tiegezhioù, eus an holl draoù en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.

8  Ne reot ket evel ma reomp hiziv, pep hini evel ma kav reizh,

9  rak n’oc’h ket erruet c’hoazh d’an diskuizh ha d’an hêrezh a ro deoc’h an AOTROU ho Toue.

10  Tremen a reot ar Jordan hag e chomot er vro a ro an AOTROU ho Toue da hêrezh deoc’h. Hag ho po diskuizh diouzh hoc’h holl enebourien tro-war-dro, hag e chomot e surentez.

11  Neuze e vo ul lec’h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c’hourc’hemennan deoc’h, ho loskaberzhoù, hoc’h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d’an AOTROU.

12  Eno e laouenaiot dirak an AOTROU ho Toue, c’hwi, ho mibien, ho merc’hed, ho servijerien, ho mitizhien, hag al Leviad a vo e-barzh ho torojoù, rak n’en deus na lodenn na hêrezh ganeoc’h.

13  Diwall da ginnig da loskaberzhoù e pep lec’h a weli,

14  met da loskaberzhoù a ginnigi el lec’h dibabet gant an AOTROU en unan eus da veuriadoù, hag eno e ri kement a c’hourc’hemennan dit.

15  Koulskoude, hervez c’hoantoù da ene, e c’helli lazhañ ha debriñ kig e-barzh da zorojoù, hervez ar vennozh en devo roet dit an AOTROU da Zoue. An hini dic’hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c’hazelenn pe ar c’harv.

16  Nemet ne zebrot ket ar gwad, en skuilhot war an douar evel dour.

17  Ne c’helli ket debriñ e-barzh da zorojoù deog da winizh, da win ha da eoul, na re gentañ-ganet da loened bras ha da loened bihan, na da aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, na da brofoù a-youl-vat, nag ar profoù savet eus da zaouarn.

18  Debriñ a ri anezho dirak an AOTROU da Zoue, el lec’h dibabet gant an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc’h, da servijer, da vatezh, hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue eus an holl draoù en devo resevet da zaouarn.

19  Diwall da zilezel al Leviad keit ha ma vevi war an douar.

20  P’en devo ledanaet an AOTROU da Zoue da harzoù, evel m’en deus prometet dit, e lavari: Fellout a ra din debriñ kig! Rak da ene a c’hoantaio debriñ kig. Hag e c’helli debriñ hervez c’hoantoù da ene.

21  Mard eo pell diouzhit al lec’h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ, e c’helli lazhañ eus da loened bras hag eus da loened bihan evel ma em eus gourc’hemennet dit, hag e c’helli o debriñ e-barzh da zorojoù hervez c’hoantoù da ene.

22  O debriñ a ri evel ma vez debret ar c’hazelenn pe ar c’harv, an hini dic’hlan hag an hini glan o debro.

23  Koulskoude e vi sur na zebri ket ar gwad, rak ar gwad eo an ene, ha ne zebri ket an ene gant ar c’hig.

24  N’en debri ket, en skuilhi war an douar evel dour.

25  N’en debri ket evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc’h, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.

26  Met kemer a ri da draoù santel ha da aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, hag e teui d’al lec’h dibabet gant an AOTROU.

27  Kinnig a ri da loskaberzhoù, kig ha gwad, war aoter an AOTROU da Zoue; gwad da aberzhoù all a vo skuilhet war aoter an AOTROU da Zoue, hag e tebri ar c’hig.

28  Mir ha selaou an holl draoù a c’hourc’hemennan dit evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc’h, da viken, en ur ober ar pezh a zo mat ha reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.

29  P’en devo distrujet an AOTROU da Zoue a-zirazout ar broadoù emaout o vont da gas kuit, pa berc’henni o bro hag e vi o chom enni,

30  diwall da gouezhañ er pech en ur vont war o lerc’h, goude ma vint bet distrujet azirazout; diwall da glask titouroù diwar-benn o doueoù, o lavarout: Penaos e servije ar pobloù-se o doueoù? Me a raio evel-se, me ivez.

31  Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d’o doueoù kement a zo un euzhusted d’an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc’hed d’o doueoù.

32  Mirout a reot an holl draoù a c’hourc’hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.

 

Pennad 13

Arabat mont war-lerc’h doueoù all

1  Mar sav en da greiz ur profed pe un huñvreer, hag a ro dit ur sin pe ur burzhud,

2  ha ma c’hoarvez ar sin-se pe ar burzhud-se en deus komzet diwar e benn en ur lavarout: Deomp war-lerc’h doueoù all na’c’h eus ket anavezet ha servijomp anezho!

3  Ne selaoui ket komzoù ar profed-se nag an huñvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac’hanoc’h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc’h holl galon hag eus hoc’h holl ene.

4  Mont a reot war-lerc’h an AOTROU ho Toue hag e toujot anezhañ. Mirout a reot e c’hourc’hemennoù hag e sentot ouzh e vouezh, servijañ a reot anezhañ hag en em stagot outañ.

5  Met lakaet e vo d’ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d’an AOTROU ho Toue en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac’hanoc’h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac’hanout eus an hent en deus gourc’hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

6  Pa zougo ac’hanout d’an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc’h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na’c’h eus ket anavezet, na te na da dadoù,

7  a-douez doueoù ar pobloù a zo en-dro, tost pe pell, adalek penn an douar betek dibenn an douar,

8  n’asanti ket dezhañ ha ne selaoui ket anezhañ. Da lagad a vo didruez, n’esperno ket anezhañ, ne c’holoi ket anezhañ,

9  met a-dra-sur e lazhi anezhañ. Da zorn a vo warnañ da gentañ evit e lakaat d’ar marv, ha dorn an holl bobl goude.

10  Hag e veinatai anezhañ d’ar marv, rak klasket en deus distreiñ ac’hanout diouzh an AOTROU da Zoue en deus tennet ac’hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

11  Holl Israel a glevo kement-se hag a zoujo, ha ne vo ken graet un dra ken fall en da greiz.

12  Pa glevi lavarout diwar-benn unan eus ar c’hêrioù en devo roet dit an AOTROU da Zoue evit chom enno:

13  Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac’hanout hag o deus douget d’an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na’c’h eus ket anavezet,

14  e reni un enklask, e c’houlenni hag e klaski gouzout gant evezh. Mard eo gwir ha diarvar an dra-se, graet eo un euzhusted en ho touez,

15  a-dra-sur e lazhi annezidi ar gêr-se gant troc’h ar c’hleze hag e lakai anezhi da verz gant kement a vo enni, hag e lazhi al loened gant troc’h ar c’hleze.

16  Dastum a ri e-kreiz al leurgêr hec’h holl ziwisk hag e tevi en tan ar gêr gant hec’h holl ziwisk dirak an AOTROU da Zoue. Ur yoc’h e vo da viken ha ne vo ken adsavet.

17  Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m’en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac’hanout da greskiñ, evel m’en deus touet da’z tadoù,

18  pa ec’h eus sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv, hag oc’h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.

 

Pennad 14

Loened glan ha dic’hlan. An deog

1  Mibien an AOTROU ho Toue emaoc’h-c’hwi. N’en em reot flañch ebet ha n’en em douzot ket etre ho taoulagad evit unan marv.

2  Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c’horre an douar.

3  Ne zebri netra euzhus.

4  Setu amañ al loened a zebrot: an ejen, an dañvad, ar c’havr,

5  ar c’harv, ar c’hazelenn, an demm, ar c’hragvouc’h, an heizez, ar bual, ar yourc’h.

6  Kement loen a zo faoutet e garn, forc’hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.

7  Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c’harn pe a-douez ar re a zo forchek o zroad, ne zebrot ket ar c’hañval, ar c’had hag ar c’honikl, rak daskiriat a reont met n’eo ket faouted o c’harn, dic’hlan e vint evidoc’h,

8  hag ar moc’h rak faoutet eo e garm met ne zaskir ket, dic’hlan e vo evidoc’h. Ne zebrot ket eus o c’hig ha ne stokot ket ouzh o c’horfoù marv.

9  Setu amañ ar re a zebrot a-douez ar pezh a zo en doureier. Kement en deus angelloù ha skant a zebrot.

10  Koulskoude, ar re n’o deus na angelloù na skant ne zebrot ket, dic’hlan e vint evidoc’h.

11  Kement labous glan a zebrot.

12  Setu amañ ar re na zebrot ket: an erer, ar grifon, an erer-spluj,

13  ar gup, ar barged, ar bultur hag e rumm,

14  ar vran hag hec’h holl rummoù,

15  ar struskañval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm,

16  an hoper-noz, ar gaouenn, an alarc’h,

17  ar pilikant, ar morvaout, ar vorvran,

18  ar c’hwibon, ar gerc’heiz hag he rumm, an houperig hag al logodenn-dall.

19  Pep loen a ruz hag a nij a vo un euzhusted evidoc’h, ne zebrot ket diouto.

20  Kement labous glan a zebrot.

21  Ne zebrot ket ul loen marvet anezhañ e-unan; e reiñ a ri d’an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù hag eñ en debro, pe en gwerzhi d’un diavaeziad, rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.

22  Ne vanki ket da reiñ an deog eus an holl frouezh taolet diwar da had, eus ar pezh a denni eus da bark, bep bloaz.

23  Hag e tebri dirak an AOTROU da Zoue, el lec’h en devo dibabet evit lakaat e anv da chom ennañ, deog da winizh, da win ha da eoul, ha re gentañ-ganet da loened bras ha da loened bihan, evit ma teski doujañ atav an AOTROU da Zoue.

24  Mard eo re hir evidout an hent, p’en devo da venniget an AOTROU da Zoue, en doare na c’helli ket dougen kement-se, dre ma vo re bell al lec’h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ,

25  neuze, e troki anezho en arc’hant hag e serri an arc’hant ez torn. Mont a ri d’al lec’h en devo dibabet an AOTROU da Zoue,

26  hag e roi an arc’hant en trok eus kement a c’hoantaio da ene, loened bras pe bihan, gwin, evajoù kreñv, hervez c’hoantoù da ene e tebri dirak an AOTROU da Zoue, hag e laouenai, te ha da diegezh.

27  Ne zilezi ket al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, rak n’en deus na lodenn na hêrezh ganit.

28  A-benn tri bloaz, e tenni holl zeog da leve eus ar bloavezh-se hag e lakai anezhañ e-barzh da zorojoù.

29  Dont a raio al Leviad, n’en deus na lodenn na hêrezh ganit, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù, hag e tebrint hag o devo o gwalc’h, evit ma vennigo ac’hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn.

 

Pennad 15

Ar bloavezh-ehan. Dieubiñ ar sklaved. Re gentañ-ganet al loened

1  Da zibenn pep seizh vloaz e ri un ehan.

2  Setu penaos e vo graet an ehan: M’en devo prestet d’e nesañ ur c’hredour, en em zistardo eus e wirioù, ne hasto ket e nesañ pe e vreur pa vo bet embannet ehan an AOTROU.

3  Bez’ e c’helli hastañ an diavaeziad, met diwar-benn ar pezh a zo dit gant da vreur, en em zistardi eus da wirioù.

4  Evel-se ne vo ket a beorien ganeoc’h, rak an AOTROU a vennigo ac’hanout a-dra-sur er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc’hennañ evel hêrezh,

5  gant ma senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout an holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv hag oc’h ober diouto.

6  An AOTROU da Zoue a vennigo ac’hanout evel m’en deus lavaret, hag e presti da galz a bobloù, n’ampresti ket, te a vestronio kalz a bobloù, ne vestrognint ket ac’hanout.

7  Pa vo unan eus da vreudeur paour en da greiz, e-barzh da zorojoù, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne galetai ket da galon ha ne serri ket da zorn e-keñver da vreur paour,

8  met e tigeri frank da zorn dezhañ, hag e presti dezhañ ar pezh en devo ezhomm, ar pezh a vanko dezhañ.

9  Diwall da vezañ ur soñj en da galon drouk ha ma lavarfe: Emañ ar seizhvet bloaz o tostaat, ar bloavezh-ehan! Diwall da vezañ ul lagad didruez e-keñver da vreur paour evit tremen hep reiñ netra dezhañ. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec’hed evidout.

10  A-dra-sur e roi dezhañ, ha da galon ne vo ket dilaouen, rak abalamour da-se an AOTROU da Zoue a vennigo ac’hanout ez holl labourioù, e kement a ri gant da zaouarn.

11  Peorien e vo dalc’hmat er vro, setu perak e roan dit ar gourc’hemenn-mañ hag e lavaran dit: digeriñ a ri da zorn da’z preur, d’ar paour ha d’an ezhommeg a vo ez pro.

12  Ma en em werzh dit da vreur, a-douez an Hebreed, den pe gwreg, e servijo ac’hanout c’hwec’h vloaz, d’ar seizhvet bloaz e kasi anezhañ frank eus da di.

13  Pa gasi anezhañ frank eus da di, n’en kasi ket kuit er c’houllo,

14  te a roio dezhañ eus da dropell, eus da leur hag eus da waskell, eus ar madoù en devo an AOTROU da venniget drezo.

15  Dalc’h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac’hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e roan dit ar gourc’hemenn-mañ hiziv.

16  Mar lavar dit: Ned in ket eus da di, rak karout a ra ac’hanout ha da diegezh hag en em gav mat ganit,

17  e kemeri ur minaoued hag e toulli e skouarn dezhañ ouzh an nor, hag e servijo ac’hanout da viken. Evel-se e ri ivez da’z matezh.

18  Ne vo ket diaes dit kas anezhañ frank eus da di, rak servijet en devo ac’hanout e-pad c’hwec’h vloaz hag en devo talvezet div wech ur mevel gopret. Hag an AOTROU da Zoue a vennigo ac’hanout e kement a ri.

19  Kement par kentañ-ganet a vo ganet eus da loened bras pe bihan a vo santelaet d’an AOTROU da Zoue. Ne labouri ket gant ar c’hentañ-ganet eus da vuoc’h ha ne douzi ket ar c’hentañ-ganet eus da zeñved.

20  Debriñ a ri anezhañ dirak an AOTROU da Zoue, el lec’h dibabet gantañ, te ha da diegezh, bep bloaz.

21  M’en deus ur si bennak, mard eo kamm pe dall, mar en deus ur si fall all, n’aberzhi ket anezhañ d’an AOTROU da Zoue.

22  Debriñ a ri anezhañ e-barzh da zorojoù. An hini dic’hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c’hazelenn pe ar c’harv.

23  Nemet ne zebri ket ar gwad, en skuilhi war an douar evel dour.

 

Pennad 16

Ar Pask. Gouel ar sizhunioù. Gouel al logelloù. Ar varnerien hag an ofiserien

1  Mirout a ri miz Abib (= an tañvouez) hag e ri ar Pask d’an AOTROU da Zoue, rak e miz Abib eo en deus tennet ac’hanout an AOTROU da Zoue eus bro Ejipt, da noz.

2  Aberzhiñ a ri ar Pask d’an AOTROU da Zoue, da loened bras ha bihan, el lec’h en devo dibabet an AOTROU evit lakaat e anv da chom ennañ.

3  Ne zebri ket bara goet; e-pad seizh devezh e tebri bara hep goell, bara ar glac’har, rak aet out kuit buan eus bro Ejipt; evel-se e vo evit ma ez po soñj eus an deiz ma’z out aet kuit eus bro Ejipt, holl zeizioù da vuhez.

4  Ne vo ket gwelet goell ez ti e-barzh da holl zouar e-pad seizh devezh, ha ne dremeno ket an noz betek ar mintin ar c’hig aberzhet d’abardaez er c’hentañ deiz.

5  Ne c’helli ket aberzhiñ ar Pask en ur gêr bennak eus al lec’hioù a roio dit an AOTROU da Zoue,

6  met el lec’h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ ec’h aberzhi ar Pask, d’abardaez, adalek ma vo kuzhet an heol, d’an ampoent ma’z aes kuit eus an Ejipt.

7  E boazhañ hag e zebriñ a ri el lec’h dibabet gant an AOTROU da Zoue. Diouzh ar beure e tistroi hag ez i da’z teltennoù.

8  E-pad c’hwec’h devezh e tebri bara hep goell. D’ar seizhvet deiz, ho po ur vodadeg veur d’an AOTROU, ne ri labour ebet.

9  Kontañ a ri seizh sizhun; adalek ma vo kroget gant ar falz en edeier, en em lakai da gontañ ar seizh sizhun-se,

10  hag e ri gouel ar sizhunioù d’an AOTROU da Zoue, o kinnig eus da zorn ur prof a-youl-vat, hervez m’en devo benniget ac’hanout an AOTROU da Zoue.

11  Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc’h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo en da douez, el lec’h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.

12  Dalc’h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, mirout a ri ar reolennoù-mañ hag e ri diouto.

13  Ober a ri gouel al logelloù e-pad seizh devezh, pa ez po dastumet frouezh da leur ha da waskell.

14  Hag e laouenai oc’h ober ar gouel, te, da vab, da verc’h, da servijer, da vatezh, al Leviad, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù.

15  E-pad seizh devezh e ri ar gouel d’an AOTROU da Zoue el lec’h dibabet gant an AOTROU, rak an AOTROU da Zoue a vennigo ac’hanout ez holl eostoù hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vi leun a levenez.

16  Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac’hanoc’h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec’h dibabet gantañ, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioù ha da ouel al logelloù, ha n’en em ziskouezo ket er c’houllo dirak an AOTROU.

17  Pep hini a roio hervez ar pezh en devo, hervez ar vennozh en devo roet dezhañ an AOTROU da Zoue.

18  Lakaat a ri barnerien hag ofiserien en holl c’hêrioù a roio an AOTROU da Zoue dit, hervez da veuriadoù. Hag e tougint barnedigezhioù reizh d’ar bobl.

19  Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.

20  Heuliañ a ri gant evezh ar reizhder, evit ma vevi ha ma perc’henni ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue.

Arabat mont war-lerc’h doueoù all. Al lez-varn. Ar roue

21  Ne blanti ket a ashera (= doueez) e koad e-kichen an aoter a savi d’an AOTROU da Zoue.

22  Ne savi skeudenn ebet, ar pezh a gasa an AOTROU da Zoue.

 

Pennad 17

1  N’aberzhi ket d’an AOTROU da Zoue ur c’hole pe un oan en defe ur si bennak pe a vefe distumm, rak un euzhusted e vefe d’an AOTROU da Zoue.

2  Pa en em gavo en da greiz, en unan eus ar c’hêrioù a roio an AOTROU da Zoue dit, un den pe ur wreg hag a raio ar pezh a zo drouk dirak daoulagad an AOTROU da Zoue, o terriñ e emglev,

3  o vont war-lerc’h doueoù all o servijañ anezho hag o stouiñ dirazo, dirak an heol pe dirak al loar pe dirak holl arme an neñv, ar pezh ne’m eus ket gourc’hemennet,

4  pa vo lavaret-se dit hag ez po klevet diwar-benn an dra-se, e reni un enklask gant evezh. Mard eo gwir ha sur ar pezh a vo bet lavaret, un euzhusted a vo bet graet en Israel,

5  e lakai da zont ouzh da zorojoù an den pe ar wreg a vo kablus da vezañ graet-se, hag e veinatai an den pe ar wreg d’ar marv.

6  War gomz daou dest pe dri dest e vo lakaet d’ar marv an hini a zle mervel. Ne vo ket lakaet d’ar marv war gomz un test hepken.

7  Dorn an testoù a vo warnañ da gentañ evit e lakaat d’ar marv, ha dorn an holl bobl goude. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

8  Pa vo un dra re ziaes da varn evidout, etre gwad ha gwad, etre rendael ha rendael, etre gouli ha gouli, enebiezh e-barzh da zorojoù, e savi hag e teui d’al lec’h dibabet gant an AOTROU da Zoue,

9  hag ez i da gavout an aberzhourien, al Levited, etrezek an hini a vo barner en deizioù-se, hag e c’houlenni kuzul, hag e tisklêrint dit setañs ar varn.

10  Hag e ri evel ma vo bet disklêriet dit el lec’h dibabet gant an AOTROU, hag e viri an holl draoù a vo bet kelennet dit hag e ri diouto.

11  Ober a ri hervez setañs al lezenn o devo kelennet dit hag hervez ar varnedigezh o devo disklêriet dit; ne zistroi ket eus ar setañs o devo lavaret, nag a-zehou nag a-gleiz.

12  An den a raio gant lorc’h ha na selaouo ket an aberzhour en em zalc’ho eno evit servijañ an AOTROU da Zoue, pe na selaouo ket ar barner, an den-se a varvo, hag evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel,

13  evit ma klevo ha ma toujo an holl bobl, ha na savint ken dre ourgouilh.

14  Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc’hennañ hag e vi o chom enni, e lavari: Me a lakaio ur roue warnon evel an holl bobloù a zo en-dro din;

15  aketus e vi da lakaat warnout ur roue en devo dibabet an AOTROU da Zoue; lakaat a ri warnout ur roue a-douez da vreudeur, ne c’helli ket lakaat warnout un diavaeziad na vefe ket da vreur.

16  Ne vo ket dezhañ un niver bras a gezeg, ha ne zegaso ket ar bobl en-dro d’an Ejipt evit kreskiñ niver ar c’hezeg, rak an AOTROU en deus lavaret deoc’h: Ne zistroit ken dre an hent-se.

17  Ne vo ket dezhañ kennebeut un niver bras a wragez, gant aon na zeufe e galon d’en em zistreiñ, ha ne vo ket dezhañ kalz a arc’hant hag a aour.

18  Adalek ma vo azezet war dron e rouantelezh, e skrivo evitañ e-unan en ul levr un eilad eus al lezenn-mañ, en devo digant an aberzhourien, al Levited.

19  Hemañ a vo gantañ hag e lenno ennañ holl zeizioù e vuhez, evit ma tesko doujañs an AOTROU e Zoue, o virout holl gomzoù al lezenn-mañ hag e holl reolennoù hag oc’h ober diouto.

20  E galon ne savo ket dreist e vreudeur, ha ne zistroio ket eus ar gourc’hemennoù nag a-zehou nag a-gleiz, evit ma vo hiraet e zeizioù en e rouantelezh, dezhañ ha d’e vibien, e-touez Israel.

 

Pennad 18

Gwirioù an aberzhourien hag al Levited. Traoù euzhus. Ar profed.

1  An aberzhourien, al Levited, hag holl veuriad Levi, n’o devo na lodenn na hêrezh gant Israel; debriñ a raint eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU hag eus e hêrezh.

2  N’o devo ket hêrezh e-touez o breudeur, an AOTROU eo o hêrezh, evel m’en deus lavaret dezho.

3  Setu amañ gwirioù an aberzhourien digant ar bobl, digant ar re a ginnig un aberzh, pe kole pe oan, roet e vo d’an aberzhour ar skoaz, an div javed, ar c’hof,

4  roet e vo dezhañ ivez frouezh kentañ da winizh, da win ha da eoul, ha touz kentañ da zeñved,

5  rak an AOTROU da Zoue en deus dibabet anezhañ a-douez da holl veuriadoù evit en em zerc’hel da servijañ en anv an AOTROU, eñ hag e vibien, da viken.

6  Pa’z aio ul Leviad eus unan eus da zorojoù, eus al lec’h ma vo o chom en Israel, ha ma teuio, hervez c’hoant e ene, el lec’h en devo dibabet an AOTROU,

7  ha m’en em zalc’ho da servijañ en anv an AOTROU da Zoue, evel e holl vreudeur Levited oc’h en em zerc’hel eno dirak an AOTROU,

8  e resevo evit boued ul lodenn heñvel ouzh hini ar re all, ouzhpenn ar pezh a c’hellfe bezañ gwerzhet eus madoù e dadoù.

9  Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne zeski ket ober traoù heñvel ouzh euzhusted ar pobloù-se.

10  N’en em gavo den en da douez a lakaio e vab pe e verc’h da dremen dre an tan, nag a raio divinerezh, nag hudsteredour, nag achantour, na sorserez,

11  na strobineller, na goulennataer speredoù, na sorser, nag igromañser,

12  rak piv bennak a ra an traoù-se a zo un euzhusted d’an AOTROU, hag abalamour d’an traoù euzhus-se o c’haso kuit an AOTROU da Zoue a-zirazout.

13  Peurvat e vi e-keñver an AOTROU da Zoue.

14  Rak ar broadoù-se, a gasi kuit, a selaou ouzh an hudsteredourien hag ouzh an divinourien; met dit-te, n’out ket aotreet gant an AOTROU da Zoue.

15  An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhañ,

16  hervez kement az poa goulennet digant an AOTROU da Zoue en Horeb da zeiz ar vodadeg, pa lavarjout: Ra ne glevin ken mouezh an AOTROU va Doue ha ra ne welin ken an tan bras-se, gant aon na varvin.

17  An AOTROU a lavaras: Komzet mat o deus.

18  Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c’homzoù en e c’henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.

19  Hag e c’hoarvezo penaos piv bennak na selaouo ket va c’homzoù a lavaro em anv, me a c’houlenno kont digantañ.

20  Met ar profed a vo rok a-walc’h da lavarout em anv un dra bennak n’am befe ket gourc’hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.

21  Mar lavarez en da galon: Penaos ec’h anavezimp ar gomz ha n’eo ket bet lavaret gant an AOTROU?

22  Pa gomzo ur profed en anv an AOTROU, ha na vo ket ar pezh an devo lavaret, na c’hoarvezo ket, kement-se a vo ur gomz n’en devo ket lavaret an AOTROU. Ar profed en devo komzet gant rogoni; na’z po ket aon outañ.

 

Pennad 19

Kêrioù-repuiñ. An testoù

1  P’en devo distrujet an AOTROU da Zoue a-zirazout ar broadoù, a ro dit an AOTROU da Zoue o douar, pa berc’henni o bro hag e vi o chom en o c’hêrioù hag en o ziez,

2  e lakai a-du teir c’hêr e-kreiz ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evit he ferc’hennañ.

3  Ober a ri hentoù hag e ranni e teir lodenn tiriad ar vro a roio dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh, evit ma tec’ho eno ar muntrer.

4  Setu penaos e ri e-keñver ar muntrer a dec’ho eno evit saveteiñ e vuhez p’en devo lazhet e nesañ diratozh, hep kasoni outañ diagent,

5  evel pa’z a unan bennak gant e nesañ d’ar forest evit troc’hañ koad, ma lusk e zorn gant ar vouc’hal evit troc’hañ ur wezenn, hag e tistag an houarn diouzh an troad hag e tizh e nesañ, en doare ma varv. An den-se a dec’ho da unan eus ar c’hêrioù-se evit saveteiñ e vuhez,

6  gant aon na zeufe ar veñjer-gwad da redek war-lerc’h ar muntrer e-pad ma vez fuloret e galon, ma tapfe anezhañ ma vefe re hir an hent, ha na lazfe anezhañ petra bennak na vefe ket da varn d’ar marv, dre ma n’en doa bet kasoni ebet outañ diagent.

7  Setu perak e c’hourc’hemennan dit o lavarout: lakaat a ri a-du teir c’hêr.

8  P’en devo ledanaet an AOTROU da Zoue da harzoù, evel m’en deus touet da’z tadoù, ha m’en devo roet dit an holl vro en deus prometet reiñ da’z tadoù,

9  gant ma viri an holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv ha ma ri diouto, evit karout an AOTROU da Zoue ha kerzhout atav en e hentoù, e lakai c’hoazh teir c’hêr war an teir-se,

10  evit na vo ket skuilhet gwad didamall e-barzh ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh, ha ne vi ket kablus a wad.

11  Met p’en devo un den kasaet e nesañ, stegnet pechoù dezhañ, en em savet a-enep dezhañ, ha m’en devo skoet gantañ d’ar marv, mar tec’h en unan eus ar c’hêrioù-se,

12  henaourien e gêr a gaso da gerc’hat anezhañ ac’hane, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar veñjer-gwad, evit ma varvo.

13  Da lagad a vo didruez hag e tilami diouzh Israel ar gwad didamall, hag e vi eürus.

14  Ne zilec’hi ket bonn da nesañ, bet lakaet gant ar re a vo a-raok dit en hêrezh az po bet er vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit da berc’hennañ.

15  Un test hepken ne vo ket a-walc’h evit un torfed bennak pe evit ur pec’hed bennak, petore mank bennak a vefe graet; war gomz daou dest pe dri dest e vo talvoudek an dra.

16  Pa en em savo ur falstest a-enep unan bennak evit e damall a zisentidigezh,

17  an daou zen o devo enebet an eil ouzh egile en em ziskouezo dirak an AOTROU, dirak an aberzhourien ha dirak ar varnerien a vo en deizioù-se,

18  hag ar varnerien a reno un enklask gant evezh. Mar kavont penaos e vefe an test-se ur falstest, en defe testeniet e gaou a-enep e vreur,

19  neuze e reot dezhañ evel ma felle dezhañ ober d’e vreur. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

20  Ar re all a glevo hag a zoujo, ne raint ken un hevelep tra fall en da douez.

21  Da lagad a vo didruez, buhez evit buhez, lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad.

 

Pennad 20

Ar brezel

1  Pa’z i d’ar brezel a-enep da enebourien, hag e weli kezeg, kirri hag ur bobl niverusoc’h egedout, na’z po ket aon razo, an AOTROU da Zoue a vo ganit, eñ hag en deus graet dit pignat eus bro Ejipt.

2  Pa dostaiot evit ar brezel, an aberzhour a zeuio a-raok hag a gomzo ouzh ar bobl.

3  Lavarout a raio: Selaou, Israel! Mont a reot hiziv d’ar brezel a-enep hoc’h enebourien. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet, n’ho pet ket aon, na grenit ket, na vezit ket spontet dirazo,

4  rak an AOTROU ho Toue a gerzh ganeoc’h da vrezeliñ evidoc’h a-enep hoc’h enebourien, evit salviñ ac’hanoc’h.

5  An ofiserien a gomzo ouzh ar bobl o lavarout: Piv en deus savet un ti nevez ha n’en deus ket digoret anezhañ? Ra yelo kuit ha ma tistroio d’e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zigorfe unan all anezhañ.

6  Piv en deus plantet ur winienn ha n’en deus ket dastumet frouezh kentañ anezhi? Ra yelo kuit ha ma tistroio d’e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zeufe unan all da zastum ar frouezh kentañ.

7  Piv a zo prometet e dimeziñ da ur wreg ha n’en deus ket he dimezet? Ra yelo kuit ha ma tistroio d’e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zimezfe unan all ganti.

8  An ofiserien a gendalc’ho da gomz ouzh ar bobl o lavarout: Piv en deus aon hag a zo digalon? Ra yelo kuit ha ma tistroio d’e di, gant aon na zeufe kalonoù e vreudeur da deuziñ evel e hini.

9  P’o devo echuet an ofiserien da gomz ouzh ar bobl, e lakaint kabitened al lu e penn ar bobl.

10  Pa dostai ouzh ur gêr evit he c’hemer, e kinnigi dezhi ar peoc’h.

11  Ma ra dit ur respont a beoc’h ha ma tigor dit, an holl bobl a vo kavet enni a vo truajidi dit, hag e servijint ac’hanout.

12  Ma ne ra ket peoc’h ganit met ma ra ar brezel ouzhit, neuze e sezizi anezhi.

13  An AOTROU da Zoue a lakaio anezhi etre da zaouarn, hag e lazhi an holl wazed gant troc’h ar c’hleze.

14  Kemer a ri hepken evidout ar gwragez, ar vugaligoù, al loened ha kement a vo e kêr, hec’h holl ziwisk, hag e tebri diwisk da enebourien en devo roet an AOTROU da Zoue dit.

15  Evel-se e ri d’an holl gêrioù a zo pell diouzhit ha n’int ket kêrioù ar broadoù-mañ.

16  Met e kêrioù ar pobloù-mañ a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh, ne lezi da vevañ netra eus ar pezh en deus c’hwezh ennañ.

17  Lakaat a ri anezho da verz: an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU da Zoue,

18  evit na zeskint ket deoc’h ober an holl euzhusted a reont e-keñver o doueoù, ha na bec’hot ket a-enep an AOTROU ho Toue.

19  Pa sezizi ur gêr e-pad pell amzer, oc’h ober brezel outi evit he c’hemer, ne zistruji ket he gwez gant toalioù bouc’hal, met diouto e tebri ha n’o zroc’hi ket, rak gwezenn ar parkeier, hag un den eo evit bezañ sezizet ganit?

20  Koulskoude e tistruji hag e troc’hi ar gwez ma c’houzout n’int ket gwez o reiñ boued; hag e savi ganto ramparzhioù a-enep ar gêr a rez outi brezel, betek ma kouezho.

 

Pennad 21

Reolennoù a bep seurt

1  Mard eo kavet, er vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit da berc’hennañ, un den lazhet astennet en ur park, hep gouzout piv en devo e lazhet,

2  da henaourien ha da varnerien a zeuio da vuzuliañ an hed adalek an den lazhet betek ar c’hêrioù a zo en-dro dezhañ.

3  Henaourien ar gêr a vo an hini dostañ ouzh an den lazhet a gemero un annoar na vo ket bet labouret ganti ha n’he devo ket sachet ar yev.

4  Henaourien ar gêr-se a lakaio an annoar da ziskenn etrezek ur froud padus, na vez na labouret na hadet en e gichen, hag eno e torrint gouzoug an annoar er froud.

5  Hag an aberzhourien mibien Levi a dostaio, rak an AOTROU da Zoue en deus o dibabet evit e servijañ hag evit bennigañ en anv an AOTROU, hag eus o genoù e vo barnet pep enebiezh ha pep taol.

6  Henaourien ar gêr a vo an hini dostañ ouzh an den lazhet a walc’ho o daouarn war an annoar bet torret he gouzoug er froud.

7  Hag e komzint o lavarout: Hon daouarn n’o deus ket skuilhet ar gwad-se hag hon daoulagad n’o deus ket henn gwelet.

8  Bez trugarezus e-keñver da bobl Israel ac’h eus dasprenet, o AOTROU! Na lez ket ar gwad didamall evel bec’h war da bobl Israel, hag ar gwad a vo pardonet dezho.

9  Evel-se e tilami ar gwad didamall eus da greiz, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.

10  Pa’z i d’ar brezel a-enep da enebourien, hag e lakaio anezho an AOTROU da Zoue etre da zaouarn, hag e ri prizonidi,

11  hag e weli e-touez ar brizonidi ur wreg kaer, hag ez po c’hoant anezhi, hag e fello dit he c’hemer evit gwreg,

12  e kasi anezhi e-barzh da di. Houmañ a douzo he fenn hag a ficho hec’h ivinoù,

13  lemel a raio diwarni he dilhad prizoniadez, chom a raio ez ti hag e ouelo he zad hag he mamm e-pad ur miz. Goude-se ez i d’he c’havout, hag e vi he fried hag hi a vo da wreg.

14  Mar erru na blijfe ket dit ken, e kasi anezhi kuit el lec’h ma karo, met ne c’helli ket he gwerzhañ evit arc’hant nag ober ur sklavez anezhi dre ma ez po he dismegañset.

15  P’en devo un den div wreg, unan karet hag eben kasaet, hag o devo ganet bugale dezhañ kenkoulz an hini garet evel an hini gasaet, hag e vo ar mab kentañ-ganet d’an hini gasaet,

16  pa roio o hêrezh d’e vibien eus ar pezh en devo, ne c’hello ket ober kentañ-ganet mab an hini garet, en a-raok da vab an hini gasaet, hemañ eo ar c’hentañ-ganet.

17  Anavezout a raio mab an hini gasaet evit ar c’hentañ-ganet, hag e roio dezhañ ul lodenn doubl eus ar pezh en devo, rak hemañ eo frouezh kentañ e nerzh, an henañded a vo dezhañ.

18  P’en devo un den ur mab fall ha disent, na sento ket ouzh mouezh e dad nag ouzh mouezh e vamm, ha na fello ket dezhañ o selaou goude ma vo bet kastizet,

19  an tad hag ar vamm a gemero anezhañ hag en kaso da henaourien kêr, ouzh dor al lec’h,

20  hag e lavarint da henaourien kêr: Setu hor mab a zo fall ha disent, ne sent ket ouzh hor mouezh, en em ro d’an diroll ha d’ar mezventi.

21  Holl dud kêr a veinataio anezhañ hag e varvo. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz, evit ma klevo ha ma toujo holl Israel.

22  P’en devo graet un den ur pec’hed din a varv, hag e vo lakaet d’ar marv, hag e vo krouget ouzh ar c’hoad,

23  e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c’hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.

 

Pennad 22

1  Pa weli e vo kollet ejen da vreur pe e zañvad, n’en em zistroi ket dioutañ, ne vanki ket d’e zegas da’z preur.

2  Ma n’eo ket da vreur o chom en da gichen ha ma n’anavezez ket anezhañ, e repui al loen e-barzh da di, hag e chomo ganit betek ma teuio da vreur d’e gerc’hat, hag en roi en-dro dezhañ.

3  En hevelep doare e ri evit e azen, e ri evit e zilhad, hag evit pep tra all en devo kollet da vreur hag az po kavet, ne c’helli ket en em zistreiñ dioutañ.

4  Pa weli e vo kouezhet war an hent azen da vreur pe e ejen, n’en em zistroi ket dioutañ, e sevel a ri gantañ.

5  Ur wreg ne zougo ket ur gwiskamant gwaz, hag ur gwaz ne wisko ket ur gwiskamant gwreg, rak piv bennak a raio an traoù-se a vo un euzhusted d’an AOTROU da Zoue.

6  Pa gavi war an hent, war ur wezenn pe war an douar, un neizh labous gant reoù vihan pe vioù, hag ar vamm o c’holeiñ ar re vihan pe ar vioù, ne gemeri ket ar vamm gant he re vihan,

7  lezel a ri da vont ar vamm hag e kemeri ar re vihan evidout, evit ma vi eürus ha ma vo hiraet da zeizioù.

8  Pa savi un ti nevez, e ri un aspled en-dro d’e doenn, evit na lakai ket gwad war da di ma kouezhfe unan bennak ac’hane.

9  Ne hadi ket da winienn gant hadennoù disheñvel, gant aon na vefe saotret frouezh da hadoù az po hadet ha frouezh da winienn.

10  N’ari ket gant un ejen hag un azen a-gevret.

11  Ne wiski ket un dilhad eus gwiad mesket, gloan ha lin asambles.

12  Ober a ri pempilhoù ouzh pevar c’horn ar vantell m’en em c’holoi ganti.

13  P’en devo un den kemeret ur wreg, ha goude bezañ deuet d’he c’havout, e kasa anezhi,

14  hag e ro tro da gomz fals diwar he fenn, da zismegañsiñ hec’h anv, en ur lavarout: Kemeret em eus ar wreg-mañ, ha pa’z on tostaet outi, ne’m eus ket he c’havet gwerc’hez,

15  tad ha mamm ar plac’h yaouank a gemero hag a zegaso testeni gwerc’hded ar plac’h yaouank dirak henaourien kêr, ouzh an nor.

16  Tad ar plac’h yaouank a lavaro d’an henaourien: Roet em eus va merc’h d’an den-se evit gwreg, ha kasaet en deus anezhi,

17  hag e ro tro da gomz fals diwar he fenn en ur lavarout: Ne’m eus ket kavet da verc’h gwerc’hez. Setu amañ testeni gwerc’hded va merc’h. Hag ec’h astennint an dilhad dirak henaourien kêr.

18  Henaourien kêr a gemero ar gwaz-se da gastizañ anezhañ.

19  Paeañ a raio un dell a gant sikl (~ 1 kg) arc’hant da dad ar plac’h yaouank, dre m’en devo dismegañset ur werc’hez eus Israel. Hag e vo e wreg, ha ne c’hello ket he c’has kuit e-keit ha ma vevo.

20  Met mard eo gwir an dra, ma ne vefe ket bet kavet gwerc’hez ar plac’h yaouank,

21  e tegasint ar plac’h yaouank ouzh dor ti he zad, hag e veinataio anezhi tud kêr, hag e varvo, rak graet he deus un euzhusted en Israel, o c’hastaouiñ e ti he zad. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.

22  Pa vo kavet un den o kousket gant ur wreg dimezet d’ur gwaz, e varvint o-daou, an den en devo kousket gant ar wreg hag ar wreg. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.

23  Pa vo ur plac’h yaouank gwerc’h prometet e dimeziñ da ur gwaz, m’en devo un den he c’havet e kêr ha kousket ganti,

24  e tegasot o-daou ouzh dor kêr, hag e veinataiot anezho, hag e varvint, ar plac’h yaouank dre ma n’he deus ket kriet e kêr hag an den dre m’en deus dismegañset gwreg e nesañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

25  Met mar kav an den er parkeier ar plac’h yaouank prometet, ha penaos e wall anezhi hag e kousk ganti, an den en devo kousket ganti a varvo e-unan.

26  Ne ri netra d’ar plac’h yaouank, n’he devo ket graet ar plac’h yaouank a bec’hed din a varv, rak an afer-mañ a vo evel pa en em sav un den a-enep e nesañ hag e lam e vuhez digantañ;

27  kavet en devo anezhi er parkeier, ha kriet he defe ar plac’h yaouank prometet, hep na vefe den evit saveteiñ anezhi.

28  Mar kav un den ur plac’h yaouank gwerc’h ha n’eo ket prometet e dimeziñ, ha penaos e tap anezhi hag e kousk ganti, ha ma pakfed anezho,

29  an den en devo kousket ganti a roio da dad ar plac’h yaouank hanter-kant sikl (~ 500 g) arc’hant, hag e vo e wreg, dre m’en devo he dismegañset, ha ne c’hello ket he c’has kuit e-keit ha ma vevo.

30  Den ne gemero gwreg e dad ha ne zizoloio goloenn e dad.

 

Pennad 23

Ar re ne c’hellont ket bezañ ezel eus ar vodadenn. Lezennoù a bep seurt

1  Un den gant kelloù friket pe gant ar c’halc’h troc’het ned aio ket e bodadenn an AOTROU.

2  Ur bastard ned aio ket e bodadenn an AOTROU, memes en dekvet rumm ned aio ket e bodadenn an AOTROU.

3  An Ammonad hag ar Voabad ned aint ket e bodadenn an AOTROU, memes en dekvet rumm ned aint ket e bodadenn an AOTROU, biken,

4  peogwir n’int ket deuet a-raok deoc’h war an hent, gant bara ha dour, pa zeuec’h eus an Ejipt, ha dre ma lakajont da zont evit arc’hant, a-enep dit, Balaam mab Peor eus Petor e Mezopotamia, evit da villigañ.

5  Met an AOTROU da Zoue ne fellas ket dezhañ selaou Balaam, hag an AOTROU da Zoue a droas evidout ar vallozh e bennozh, dre ma kar ac’hanout an AOTROU da Zoue.

6  Ne glaski ket o feoc’h nag o eurvad e-keit ha ma vevi, biken.

7  Na’z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na’z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;

8  ar vibien a vo ganet dezho a yelo e bodadenn an AOTROU en trede rumm.

9  Pa yelo da armead a-enep da enebourien, en em viri diouzh pep tra fall.

10  Ma vez unan bennak ac’hanoc’h dic’hlan en abeg d’ur gudenn e-pad an noz, e yelo er-maez eus ar c’hamp ha ne zeuio ket en-dro d’ar c’hamp;

11  da fin an abardaez en em walc’ho en dour, ha pa vo kuzhet an heol e tistroio d’ar c’hamp.

12  Ul lec’h az po er-maez eus ar c’hamp, hag eno, er-maez, ez i.

13  Ur benveg az po gant da draoù, ha pa fello dit mont war vaez, e toulli gantañ hag e c’holoi da fank.

14  Rak an AOTROU da Zoue a gerzh e-kreiz da gamp evit da zieubiñ hag evit reiñ da enebourien dit; ra vo da gamp eta santel, gant aon na welfe ennout un dra bennak dic’hlan ha na zistroio diouzhit.

15  Ne zaskori ket d’e vestr ur sklav a vo aet da repuiñ davedout digant e vestr.

16  Chom a raio ganit, en da douez, el lec’h a zibabo en unan eus da gêrioù, ne heskini ket anezhañ.

17  Ne vo gast ebet e-touez merc’hed Israel, ha ne vo pitaouer ebet e-touez mibien Israel.

18  Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c’hast na priz ur c’hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.

19  Ne bresti ket da’z preur war gampi, na kampi arc’hant na kampi boued na kampi eus petra bennak a c’heller tennañ kampi gantañ.

20  D’an diavaeziad e c’helli prestañ war gampi, met ne bresti ket da’z preur war gampi, evit ma vennigo ac’hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn, er vro ma’z ez e-barzh d’he ferc’hennañ.

21  Pa ez po graet ur gouestl d’an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d’e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d’henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout.

22  Pa dremeni hep ober ur gouestl, ne vo ket a bec’hed ennout.

23  Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloù hag e ri dioutañ, evel ur prof a-youl-vat, hervez ar gouestloù az po graet d’an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoù.

24  Pa’z i e gwinienn da nesañ, e c’helli debriñ rezin hervez da naon ha da c’hoant, met ne lakai ket dioutañ en ur baner.

25  Pa’z i en edeg da nesañ, e c’helli kutuilh tañvouezennoù gant da zorn, met ne lakai ket ur falz en edeg da nesañ.

 

Pennad 24

1  P’en devo kemeret un den ur wreg ha dimezet dezhi, ma ne gav ken houmañ trugarez dirak e zaoulagad, dre m’en devo kavet enni un dra bennak mezhus, e lakaio dezhi en he dorn ur skrid a dorr-dimeziñ, hag he c’haso kuit eus e di.

2  Pa vo aet kuit eus e di, e c’hello dont da vezañ gwreg da un den all.

3  Mar kasa anezhi ar pried diwezhañ-mañ, e lakaio dezhi en he dorn ur skrid a dorr-dimeziñ, hag he c’haso kuit eus e di, pe mar deu da vervel ar pried diwezhañ-mañ en deus he c’hemeret evit e wreg,

3  he fried kentañ, an hini en deus he c’haset kuit, ne c’hello ken hec’h adkemer evit e wreg, goude ma vo bet saotret, rak un euzhusted e vefe dirak an AOTROU, ha ne lakaio ket da bec’hiñ ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh.

5  P’en devo kemeret un den ur wreg nevez, ne yelo ket d’ar brezel ha ne vo lakaet warnañ karg ebet; diskarget e vo e-pad ur bloaz en abeg d’e diegezh, hag e laouenaio ar wreg en devo kemeret.

6  Ne vo ket kemeret e gouestl an daou vaen eus ur vilin, nag ar maen-reder, dre ma vefe kemer e gouestl ar vuhez hec’h-unan.

7  Pa vo kavet un den en devo laeret unan eus e vreudeur, eus mibien Israel, ha m’en devo graet ur sklav dioutañ pe gwerzhet anezhañ, al laer-se a varvo. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

8  Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc’h an aberzhourien, al Levited, evesha d’ober evel ma em eus gourc’hemennet dezho.

9  Az pez soñj eus ar pezh a reas an AOTROU da Zoue da Vari war an hent, pa’z ejoc’h kuit eus an Ejipt.

10  Pa bresti un dra bennak da’z nesañ, ned i ket en e di evit kemer e gred,

11  en em zerc’hel a ri er-maez, hag an den a bresti dezhañ a zegaso dit ar c’hred er-maez.

12  Mard eo un den paour, ne gouski ket gant e gred,

13  ne vanki ket da reiñ dezhañ ar c’hred en-dro da guzh-heol, evit ma kousko en e zilhad ha ma vennigo ac’hanout. Kement-se a vo kontet dit da reizhder dirak an AOTROU da Zoue.

14  Ne heskini ket ar mevel paour hag ezhommek, a-douez da vreudeur pe a-douez an diavaezidi a vo ez pro hag e-barzh da zorojoù.

15  E c’hopr a roi dezhañ en deiz memes, a-raok ma kuzho an heol, rak paour eo hag e ene a c’hortoz kement-se. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec’hed evidout.

16  Ne vo ket lakaet d’ar marv an tadoù evit ar vibien, ha ne vo ket lakaet d’ar marv ar vibien evit an tadoù; lakaet e vo d’ar marv pep hini evit e bec’hed.

17  Ne gemmo ket barnedigezh un diavaeziad, nag hini un emzivad, ha ne gemeri ket e gouestl dilhad un intañvez.

18  Dalc’h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac’hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e c’hourc’hemennan dit ober an traoù-se.

19  Pa ri da eost e-barzh da bark hag az po ankounac’haet ur feskenn er park, ne zistroi ket d’he c’herc’hat, evit an diavaeziad, evit an emzivad hag evit an intañvez e vo, evit ma vennigo ac’hanout an AOTROU da Zoue e kement a ri gant da zaouarn.

20  Pa heji da olivez, ne zistroi ket da sellout skourr ha skourr, evit an diavaeziad, evit an emzivad hag evit an intañvez e vo.

21  Pa vendemi da winienn, ne zastumi ket war da lerc’h, evit an diavaeziad, evit an emzivad hag evit an intañvez e vo.

22  Dalc’h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, setu perak e c’hourc’hemennan dit ober an traoù-se.

 

Pennad 25

1  Pa savo un tabut etre tud, hag e tostaint ouzh al lez-varn evit bezañ barnet, e vo reishaet an hini reizh ha kondaonet an hini fall.

2  Mard eo dellezek a daolioù an hini fall, ar barner a raio e deurel d’an douar, hag e vo skoet dirazañ eus un niver a daolioù e-keñver e dorfed.

3  Ne vo ket roet dezhañ muioc’h eget daou-ugent taol, gant aon na vefe da vreur disprizet dirak da zaoulagad mar befe pilet muioc’h, dre ur c’hastiz re vras.

4  Ne erei ket e c’henoù d’an ejen a vac’ho ar greun.

5  Pa vo o chom breudeur a-gevret, hag e varvo unan anezho hep mab, gwreg an hini marv ne zimezo ket er-maez, d’un diavaeziad; he breur-kaer a yelo d’he c’havout, he c’hemero evit e wreg, evel ma’z eo dereat d’ur breur-kaer.

6  Ar mab kentañ-ganet a c’hano a adsavo anv ar breur marv, evit na vo ket diverket e anv eus Israel.

7  Ma ne fell ket d’an den-se kemer e c’hoar-gaer, e pigno e c’hoar-gaer betek an nor da gavout an henaourien hag e lavaro: Va breur-kaer ne fell ket dezhañ adsevel anv e vreur en Israel, ne raio ket evel ma’z eo dereat d’ur breur-kaer.

8  Henaourien kêr a c’halvo anezhañ hag a gomzo outañ. Mar chom start ha ma lavar: Ne fell ket din kemer anezhi,

9  neuze e c’hoar-gaer a dostaio outañ dirak an henaourien hag a lamo e votez diwar e droad hag a grañcho ouzh e zremm hag a responto o lavarout: Evel-se e vo graet d’an den na sav ket ti e vreur.

10  Hag e anv a vo galvet en Israel: ti an divotet.

11  Pa en em ganno gwazed etrezo, an eil a-enep d’egile, mar tosta gwreg unan da zieubiñ he fried eus dorn an hini a bil anezhañ hag, oc’h astenn he dorn, e krog ennañ dre e gevrennoù mezhus,

12  e troc’hi he dorn dezhi, da lagad a vo didruez.

13  Na’z po ket ez sac’h daou seurt mein da bouezañ, unan bras hag unan bihan.

14  Na’z po ket ez ti daou seurt efa, unan bras hag unan bihan.

15  Ur maen peurvat ha leal az po, un efa peurvat ha leal az po, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.

16  Rak piv bennak a ra an traoù-se, piv bennak a ra direizhderioù, a zo un euzhusted d’an AOTROU da Zoue.

17  Az pez soñj eus ar pezh a reas dit Amalek war an hent, pa’z ejoc’h kuit eus an Ejipt,

18  penaos e teuas a-ziarbenn dit war an hent hep doujañ Doue, o vec’hiañ ac’hanout war da lerc’h hag o pilat da holl re wan, pa oas da-unan dinerzh ha skuizh.

19  P’en devo roet diskuizh an AOTROU da Zoue dit eus da holl enebourien tro-war-dro, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh evit he ferc’hennañ, e tiverki eñvor Amalek a-zindan an neñv. N’ankounac’ha ket!

 

Pennad 26

Frouezh kentañ ha deog. Mirout ar gourc’hemennoù

1  Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh da berc’hennañ anezhi, hag e vi o chom enni,

2  e kemeri ar re gentañ eus holl frouezh an douar a zastumi er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, o lakai en ur baner, hag ez i el lec’h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ,

3  hag, o vezañ aet etrezek an aberzhour a vo en deizioù-se, e lavari: Disklêriañ a ran hiziv dirak an AOTROU hon Doue ez on deuet er vro en doa touet an AOTROU d’hon tadoù reiñ deomp.

4  An aberzhour a gemero ar baner eus da zorn, hag he lakaio dirak aoter an AOTROU da Zoue.

5  Komz a ri adarre hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Va zad a oa un Aramean prest da vont da get, diskenn a reas d’an Ejipt gant un nebeud tud hag e chomas eno, hag e teuas da vezañ ur bobl vras, kreñv ha niverus.

6  An Ejipsianed a wallgasas hag a heskinas ac’hanomp, o lakaat warnomp ul labour kalet.

7  Kriet hon eus d’an AOTROU, Doue hon tadoù. An AOTROU a glevas hor mouezh hag a welas hor glac’har, hor poanioù hag hor gwask.

8  An AOTROU en deus tennet ac’hanomp eus an Ejipt dre un dorn kreñv hag ur vrec’h astennet, dre spontoù bras, dre sinoù ha mirakloù.

9  Kaset en deus ac’hanomp d’al lec’h-mañ, ha roet en deus deomp ar vro-mañ, a zever gant laezh ha mel.

10  Bremañ e tegasan frouezh kentañ an douar ac’h eus roet din, o AOTROU! Hag e lakai anezho dirak an AOTROU da Zoue, hag e stoui dirak an AOTROU da Zoue,

11  hag e laouenai gant al Leviad ha gant an diavaeziad a vo en da douez, evit an holl vadoù roet dit ha da’z tiegezh gant an AOTROU da Zoue.

12  Pa ez po echu da zastum an holl zeog eus da leve d’an trede bloaz, bloaz an deog, e roi anezhañ d’al Leviad, d’an diavaeziad, d’an emzivad ha d’an intañvez, hag e tebrint e-barzh da zorojoù hag o devo o gwalc’h.

13  Hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Lamet em eus ar pezh a zo santelaet eus va zi, roet em eus anezhañ d’al Leviad, d’an diavaeziad, d’an emzivad ha d’an intañvez, hervez an holl c’hourc’hemennoù ac’h eus kemennet din, ne’m eus torret netra na ankounac’haet hini eus da c’hourc’hemennoù,

14  ne’m eus debret netra pa oan e kañv, ne’m eus lamet netra evit un implij dic’hlan, ne’m eus roet netra evit ur marv, sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU va Doue, graet em eus hervez ar pezh ac’h eus gourc’hemennet din.

15  Sell eus da chomlec’h santel, eus an neñvoù, bennig da bobl Israel hag ar vro ac’h eus roet deomp, evel ma’z poa touet d’hon tadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel.

16  Hiziv, an AOTROU da Zoue a c’hourc’hemenn dit ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù-mañ; mirout a ri anezho hag e ri diouto eus da holl galon hag eus da holl ene.

17  Lakaet ec’h eus an AOTROU da lavarout hiziv e vo da Zoue, hag e kerzhi en e hentoù, hag e viri e reolennoù, e c’hourc’hemennoù hag e varnedigezhioù, hag e senti ouzh e vouezh.

18  Hag an AOTROU en deus lakaet ac’hanout da lavarout hiziv e vi dezhañ ur bobl ispisial, evel m’en deus lavaret dit, hag e viri e holl c’hourc’hemennoù,

19  hag e lakaio ac’hanout dreist an holl bobloù en deus graet, e meuleudi, anv ha gloar, hag e vi ur bobl santelaet d’an AOTROU da Zoue, evel m’en deus lavaret.

 

Pennad 27

Menez Gerizim ha Menez Ebal

1  Moizez hag henaourien Israel a roas urzhioù d’ar bobl o lavarout: Mirit an holl c’hourc’hemennoù a roan deoc’h hiziv.

2  D’an deiz ma tremenot ar Jordan, evit mont d’ar vro a ro deoc’h an AOTROU ho Toue, e savi mein bras hag e lifri anezho gant raz.

3  Skrivañ a ri warno holl gomzoù al lezenn-mañ pa dremeni evit mont d’ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ur vro a zever gant laezh ha mel, evel m’en deus lavaret dit an AOTROU, Doue da dadoù.

4  Pa ho po tremenet ar Jordan, e savot ar vein-se a c’hourc’hemennan deoc’h hiziv war Venez Ebal, hag e lifri anezho gant raz.

5  Hag e savi eno un aoter d’an AOTROU da Zoue, un aoter vein, ha ne stoko ket an houarn outo.

6  Sevel a ri aoter an AOTROU da Zoue gant mein diaoz, hag e kinnigi warni loskaberzhoù d’an AOTROU da Zoue.

7  Kinnig a ri aberzhoù a drugarekadennoù, hag e tebri eno, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue.

8  Skrivañ a ri war ar vein holl gomzoù al lezenn-mañ, o verkañ anezho mat.

9  Moizez hag an aberzhourien, al Levited, a gomzas ouzh holl Israel o lavarout: Tav ha selaou, Israel! Deuet out hiziv da vezañ pobl an AOTROU da Zoue.

10  Sentiñ a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c’hourc’hemennoù hag e reolennoù a gelennan dit hiziv.

11  En deiz-se, Moizez a roas urzhioù d’ar bobl o lavarout:

12  Pa ho po tremenet ar Jordan, en em zalc’ho Simeon, Levi, Juda, Isakar, Jozef ha Benjamin war Venez Gerizim evit bennigañ ar bobl,

13  hag en em zalc’ho Ruben, Gad, Aser, Zabulon, Dan ha Neftali war Venez Ebal evit milligañ.

14  Al Levited a gomzo hag a lavaro a vouezh uhel da holl dud Israel:

15  Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d’an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec’h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!

16  Milliget ra vo an hini a zispriz e dad hag e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

17  Milliget ra vo an hini a zilec’h bonn e nesañ! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

18  Milliget ra vo an hini a ra d’an dall en em goll en hent! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

19  Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

20  Milliget ra vo an hini a gousk gant gwreg e dad, dre ma tizolo pallenn e dad! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

21  Milliget ra vo an hini a gousk gant ul loen bennak! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

22  Milliget ra vo an hini a gousk gant e c’hoar, merc’h e dad pe merc’h e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

23  Milliget ra vo an hini a gousk gant e vamm-gaer! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

24  Milliget ra vo an hini a sko gant e nesañ e kuzh! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

25  Milliget ra vo an hini a zegemer un donezon evit skuilhañ gwad un ene didamall! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

26  Milliget ra vo an hini na beurc’hraio ket komzoù al lezenn-mañ ha na raio ket diouto! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

 

Pennad 28

Bennozhioù ha mallozhioù

1  Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac’hanout dreist holl bobloù an douar.

2  Setu an holl vennozhioù a zeuio warnout hag a c’hoarvezo ganit mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue:

3  Benniget e vi e kêr ha benniget e vi war ar maez.

4  Benniget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar ha frouezh da loened, klodadoù da saout ha da zeñved.

5  Benniget e vo da baner ha da arc’h.

6  Benniget e vi ez tont ha benniget e vi ez mont.

7  An AOTROU a lakaio da enebourien a savo en da enep da vezañ pilet dirazout; mont a raint a-enep dit dre un hent, hag e tec’hint a-zirazout dre seizh hent.

8  An AOTROU a c’hourc’hemenno d’ar vennozh bezañ warnout ez solieroù hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vennigo ac’hanout er vro a ro dit an AOTROU da Zoue.

9  Diazezet e vi evel ur bobl santel gant an AOTROU, evel m’en deus touet dit, ma virez gourc’hemennoù an AOTROU da Zoue ha ma kerzhez en e hentoù.

10  Holl bobloù an douar a welo penaos eo anv an AOTROU galvet warnout, hag e toujint ouzhit.

11  An AOTROU a raio dit kreskiñ e madoù, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, er vro en deus touet an AOTROU da’z tadoù reiñ dit.

12  An AOTROU a zigoro dit e deñzor mat, an neñv, evit reiñ ar glav da’z touar en e amzer hag evit bennigañ kement a ri gant da zaouarn; hag e presti da galz a bobloù, n’ampresti ket.

13  An AOTROU a lakaio ac’hanout er penn ha nann el lost, hag e vi atav en nec’h, biken ne vi en traoñ, pa senti ouzh gourc’hemennoù an AOTROU da Zoue a gemennan dit hiziv, evit mirout anezho hag ober diouto,

14  hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus an holl gomzoù a c’hourc’hemennan di hiziv, evit mont war-lerc’h doueoù all hag o servijañ.

15  Ma ne sentez ket ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, ma ne virez ket e holl c’hourc’hemennoù hag e holl reolennoù a gemennan dit hiziv ha ma ne rez ket diouto, setu an holl vallozhioù a zeuio warnout hag a c’hoarvezo ganit:

16  Milliget e vi e kêr ha milliget e vi war ar maez.

17  Milliget e vo da baner ha da arc’h.

18  Milliget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar, klodadoù da saout ha da zeñved.

19  Milliget e vi ez tont ha milliget e vi ez mont.

20  An AOTROU a gaso ar vallozh, ar spont hag ar gourdrouz war gement tra a lakai da zaouarn d’ober, betek ma vi distrujet ha kollet buan, en abeg da fallentez da oberoù, ez po va dilezet evito.

21  An AOTROU a stago ar vosenn ouzhit, betek m’he devo kuzumet ac’hanout a-ziwar c’horre ar vro ma’z ez e-barzh d’he ferc’hennañ.

22  An AOTROU a skoio ac’hanout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c’hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac’hanout betek ma vi aet da goll.

23  An neñvoù a vo arem a-us da’z penn, hag an douar a vo houarn dindanout.

24  An AOTROU a roio poultr hag uloc’h evel glav da’z touar; diskenn a raio warnout eus an neñv, betek ma vi distrujet.

25  An AOTROU a lakaio ac’hanout da vezañ pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec’hi a-zirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioù an douar.

26  Da gorf marv a vo boued holl laboused an neñvoù ha loened an douar, ha ne vo den d’o spouronañ.

27  An AOTROU a skoio ac’hanout gant goulioù an Ejipt, ruzderioù, gal, tagn, na c’helli ket pareañ anezho.

28  An AOTROU a skoio ac’hanout gant follentez, dallentez, digalonegezh,

29  hag e tastorni e-kreiz an deiz evel ma tastorn an dall en deñvalijenn, ne ri ket berzh ez hentoù, heskinet ha dibourc’het e vi bepred, ha ne vo den ebet da zieubiñ ac’hanout.

30  Dimeziñ a ri da ur wreg hag un den all a gousko ganti, sevel a ri un ti ha ne chomi ket ennañ, plantañ a ri ur winienn ha ne zastumi ket frouezh kentañ anezhi,

31  da ejen a vo lazhet dirak da zaoulagad ha ne zebri ket dioutañ, da azen a vo laeret dirazout ha ne vo ket rentet dit, da zeñved a vo roet da’z enebourien ha ne vo den ebet da zieubiñ anezho.

32 Da vibien ha da verc’hed a vo roet d’ur bobl all, da zaoulagad a welo kement-se hag a guzumo war o lerc’h bemdez, ha da zorn a vo dinerzh.

33  Ur bobl na’z po ket anavezet a zebro frouezh da zouar, da holl labour, ha ne vi bepred nemet heskinet ha mac’het.

34  Mont a ri da sot o sellout ouzh ar pezh a weli gant da zaoulagad.

35  An AOTROU a skoio gant goulioù drouk war da zaoulin ha war da zivhar, ha ne c’helli ket bezañ pareet, kement-se adalek sol da droad betek da gitern.

36  An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na’z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.

37  E-touez an holl bobloù ma kaso an AOTROU ac’hanout en o c’hreiz, e vi ur souezh, ur goap hag ur godis.

38  Kas a ri kalz a had d’ar parkeier met dastum a ri nebeud diouto, rak debret e vo gant ar c’hilheien-raden.

39  Plantañ a ri gwini hag o labouri met ne evi ket eus o gwin ha ne zastumi netra diouto, rak debret e vint gant ar preñved.

40  Gwez-olivez az po e-barzh da holl zouaroù met n’en em olevi ket gant o eoul, rak da wez-olivez a gollo o frouezh.

41  Mibien ha merc’hed a c’hani met ne vint ket dit, rak mont a raint e dalc’hidigezh.

42  An amprevaned a baoura da wez ha frouezh da zouar.

43  An diavaeziad a vo en da douez a savo a-us dit en nec’h-tre, hag e tiskenni en traoñ-tre,

44  eñ a bresto dit ha te ne bresti ket dezhañ, eñ a vo ar penn ha te a vo al lost.

45  An holl vallozhioù-se a zeuio warnout hag a vo war da lerc’h hag a c’hoarvezo ganit betek ma vi distrujet, dre ma ne’z po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue ha ne’z po ket miret e c’hourc’hemennoù hag e reolennoù en deus kemennet dit.

46  Int a vo ur sin hag ur burzhud warnout ha war da lignez, da viken.

47  Dre ma ne’z po ket servijet an AOTROU da Zoue gant levenez hag a galon vat e-barzh leunder a bep tra,

48  e serviji da enebourien a gaso an AOTROU en da enep, en naonegezh, er sec’hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c’houzoug betek ma vi distrujet.

49  An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,

50  ur bobl garv o dremmoù, na ziskouezo na doujañs e-keñver an hini kozh na truez e-keñver ar bugel,

51  a zebro frouezh da loened ha frouezh da zouar, betek ma vi distrujet. Ne lezo dit na gwinizh, na gwin, nag eoul, na klodadoù da saout ha da zeñved, betek ma vi distrujet,

52  hag e sezizo ac’hanout war da holl zorojoù, betek ma kouezho da vogerioù uhel ha kreñv, ar re a fizies enno ez holl vro; da sezizañ a raio war da holl zorojoù, en holl vro en devo roet dit an AOTROU da Zoue.

53  Hag e tebri frouezh da gof, kig ar vibien hag ar merc’hed en devo an AOTROU da Zoue roet dit, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac’hanout da enebourien.

54  An den tenerañ en ho touez, an hini flourañ, a sello gant ul lagad drouk ouzh e vreur, ouzh e wreg karet-mat hag ouzh ar restad eus e vibien en devo espernet,

55  ne roio da hini ebet anezho kig e vibien a vo o tebriñ, dre ma ne chomo netra gantañ, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac’hanout da enebourien ez holl zorojoù.

56  Ar wreg tenerañ en ho touez, an hini flourañ, an hini n’he dije ket aesaet lakaat sol he zroad war an douar, dre flourded ha dre denerded, a sello gant ul lagad drouk ouzh he fried karet-mat, ouzh he mab hag ouzh he merc’h,

57  ouzh ar bugel bihan a zeuio a-douez he zreid hag ouzh ar vibien a c’hano, rak en diouer a bep tra, e tebro anezho e kuzh, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac’hanout da enebourien ez holl zorojoù.

58  Ma ne virez ket an holl gomzoù eus al lezenn-mañ, a zo skrivet el levr-mañ, o toujañ anv glorius ha spontus an AOTROU da Zoue,

59  an AOTROU a lakaio da zont goulioù estonus warnout ha goulioù war da lignez, goulioù bras ha kendalc’hus, kleñvedoù fall ha padus.

60  Degas a raio warnout holl gleñvedoù an Ejipt, ac’h eus bet aon razo, hag en em stagint ouzhit,

61  hag an AOTROU a lakaio ivez da zont warnout kleñvedoù ha goulioù n’int ket skrivet e levr al lezenn-mañ, betek ma vi distrujet.

62  C’hwi a chomo e niver bihan, el lec’h ma oac’h niverus evel stered an neñv, dre ma ne’z po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue.

63  Evel m’en doa an AOTROU plijadur oc’h ober vad deoc’h hag o kreskiñ ac’hanoc’h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac’hanoc’h hag o tistrujañ ac’hanoc’h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d’he ferc’hennañ.

64  An AOTROU a stlabezo ac’hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na’z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.

65  E-touez ar pobloù-se, ne vi ket sioul ha sol da droad n’en devo diskuizh ebet. An AOTROU a roio dit ur galon grenus, daoulagad enkrezet hag un ene trist.

66  Da vuhez a vo dispis dirazout, er spont e vi noz ha deiz, aon az po ez puhez.

67  Diouzh ar beure e lavari: Perak n’eo ket noz? Da noz e lavari: Perak n’eo ket ar beure? Kement-se en abeg d’ar spont a spourono da galon ha d’ar gwel a welo da zaoulagad.

68  Hag an AOTROU a adkaso ac’hanout d’an Ejipt war listri, dre an hent am eus lavaret dit diwar e benn:  N’en adweli ken! Hag eno en em werzhot d’hoc’h enebourien evel sklaved ha mitizhien, ha ne vo den d’ho prenañ.

 

Pennad 29

An emglev adnevezet

1  Setu komzoù an emglev en deus gourc’hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d’an emglev en doa graet ganto en Horeb.

2  Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Gwelet hoc’h eus kement en deus graet an AOTROU dirak ho taoulagad e bro Ejipt, da Faraon, d’e holl servijerien ha d’e holl vro,

3  an amprouennoù bras en deus gwelet da zaoulagad, ar sinoù hag ar burzhudoù bras.

4  Met an AOTROU n’en deus ket roet deoc’h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.

5  Da renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec’h, da zilhad ne voent ket uzet warnout ha da votoù ne voent ket uzet war da dreid,

6  n’hoc’h eus ket debret bara, n’hoc’h eus ket evet gwin nag evajoù kreñv, evel-se hoc’h eus anavezet penaos on me an AOTROU ho Toue.

7  Deuet oc’h el lec’h-mañ; Sihon roue Hesbon hag Og roue Basan a zeuas a-ziarbenn deomp evit stourm ouzhimp, hag hon eus pilet anezho.

8  Kemeret hon eus o bro hag he roet hon eus da hêrezh d’ar Rubeniz, d’ar C’hadiz ha da hanter-veuriad Manase.

9  Mirout a reot komzoù an emglev-mañ hag e reot diouto, evit ober berzh e kement a reot.

10  En em gavit holl hiziv dirak an AOTROU ho Toue, pennoù ho meuriadoù, hoc’h henaourien, hoc’h ofiserien, holl wazed Israel,

11  ho pugale, ho kwragez, da ziavaeziad a zo e-barzh da gamp, adalek da faouter koad betek da denner dour,

12  evit mont e-barzh emglev an AOTROU da Zoue, a ra gant le an AOTROU da Zoue ganit hiziv,

13  a-benn lakaat ac’hanout hiziv evel e bobl, hag eñ a vo da Zoue, evel m’en deus lavaret dit hag evel m’en deus touet da’z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

14  N’eo ket ganeoc’h hepken e ran an emglev-mañ gant le,

15  met gant an hini en em ziskouez amañ ganeomp hiziv dirak an AOTROU hon Doue, ha gant an hini n’emañ ket amañ ganeomp hiziv.

16  C’hwi a oar penaos ez omp bet o chom e bro Ejipt ha penaos hon eus tremenet dre ar broadoù hoc’h eus treuzet.

17  Gwelet hoc’h eus o zraoù euzhus hag o doueoù, koad, maen, arc’hant, aour, a zo en o zouez.

18  Ra ne vo ket en ho touez na den, na gwreg, na tiegezh, na meuriad, a zistrofe e galon hiziv diouzh an AOTROU hon Doue evit mont da servijañ doueoù ar broadoù-se. Ra ne vo en ho touez gwrizienn ebet da reiñ ampoezon pe huelenn-c’hwerv.

19  An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc’h am bo pa gerzhin e c’hoantadoù va c’halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec’hed,

20  an AOTROU ne fello ket dezhañ pardoniñ d’an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ a bouezo warnañ, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neñvoù.

21  An AOTROU a zispartio anezhañ diouzh holl veuriadoù Israel evit e walleur, hervez an holl vallozhioù skrivet e levr al lezenn-mañ.

22  Ar rummoù da zont, ho mibien a savo war ho lerc’h hag an diavaeziad a zeuio eus ur vro bell, a welo goulioù ar vro-mañ, ar c’hleñvedoù en devo an AOTROU kaset enni,

23  soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,

24  hag an holl bobloù a lavaro: Perak en deus an AOTROU graet evel-se d’ar vro-mañ? Perak taerded ar fulor bras-se?

25  Hag e vo respontet: Dre m’o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoù, en doa graet ganto p’en deus tennet anezho eus bro Ejipt,

26  ha ma’z int aet da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, doueoù n’anavezent ket ha n’en doa ket roet dezho da lodennañ.

27  Kounnar an AOTROU a zo en em danet a-enep ar vro-mañ, evit lakaat da zont warni an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ.

28  An AOTROU en deus tennet anezho eus o douar, gant kounnar, fulor ha brouez bras, hag en deus o zaolet en ur vro all, evel ma weler hiziv.

29  An traoù kuzhet a zo d’an AOTROU hon Doue, met an traoù diskuliet a zo deomp ha d’hor mibien da viken, evit ma raimp diouzh holl gomzoù al lezenn-mañ.

 

Pennad 30

Bennozh pe mallozh. Buhez pe marv

1  Pa c’hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno en da galon e-touez an holl bobloù e-lec’h m’en devo kaset ac’hanout an AOTROU da Zoue,

2  ma tistroi d’an AOTROU da Zoue ha ma senti ouzh e vouezh e kement tra a c’hourc’hemennan dit hiziv, te ha da vibien, eus da holl galon hag eus da holl ene,

3  neuze an AOTROU da Zoue a zegaso da re zalc’het en-dro hag en devo truez ouzhit, hag e tastumo ac’hanout a-nevez diouzh an holl bobloù en devo da stlabezet en o zouez.

4  Pa vefes kaset e penn pellañ an neñvoù, ac’hane e tastumo ac’hanout an AOTROU da Zoue, hag ac’hane e tenno ac’hanout.

5  An AOTROU da Zoue a zereno ac’hanout d’ar vro a oa da’z tadoù, hag e perc’henni anezhi; ober a raio vad dit, hag e kresko ac’hanout muioc’h eget da dadoù.

6  An AOTROU da Zoue a amdroc’ho da galon ha kalon da lignez, hag e kari an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene, evit ma vevi.

7  An AOTROU da Zoue a lakaio an holl vallozhioù-se war da enebourien ha war ar re o devo da gasaaet ha da heskinet.

8  Te a zistroio hag a sento ouzh mouezh an AOTROU, hag e ri diouzh an holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv.

9  An AOTROU da Zoue a raio dit kreskiñ e madoù, e kement a ri gant da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, rak an AOTROU en devo a-nevez plijadur oc’h ober vad dit, evel m’en deus bet plijadur gant da dadoù,

10  pa senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e c’hourc’hemennoù hag e reolennoù skrivet e levr al lezenn-mañ, pa zistroi d’an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene.

11  Ar gourc’hemenn a gemennan dit hiziv n’eo ket dreistdiraez na re bell evidout.

12  N’emañ ket en neñvoù, evit ma lavari: Piv a bigno d’an neñv d’e zegas deomp ha d’e reiñ deomp da glevout, evit ma raimp dioutañ?

13  N’emañ ket e tu all d’ar mor, evit ma lavari: Piv a dremeno d’an tu all d’ar mor d’e zegas deomp ha d’e reiñ deomp da glevout, evit ma raimp dioutañ?

14  Met ar gomz a zo tost dit, en da c’henoù hag en da galon, evit ma c’helli ober dioutañ.

15  Setu, lakaet em eus dirazout hiziv ar vuhez hag ar mad, ar marv hag an droug.

16  Gourc’hemenn a ran dit hiziv karout an AOTROU da Zoue, kerzhout en e hentoù, mirout e c’hourc’hemennoù, e reolennoù hag e varnedigezhioù, evit ma vevi ha ma kreski, hag e vennigo ac’hanout an AOTROU da Zoue er vro ma’z ez e-barzh d’he ferc’hennañ.

17  Met mar distro da galon, ma ne sentez ket, ma en em lezez bountañ da stouiñ dirak doueoù all ha d’o servijañ,

18  me a zisklêr deoc’h hiziv penaos ez eot da goll a-dra-sur, ha ne hiraiot ket ho teizioù er vro emaoc’h o vont da berc’hennañ en tu all d’ar Jordan.

19  Kemer a ran hiziv an neñvoù hag an douar da dest en hoc’h enep, penaos em eus lakaet dirazout ar vuhez hag ar marv, ar vennozh hag ar vallozh. Dibab ar vuhez evit ma vevot, te ha da lignez,

20  evit karout an AOTROU da Zoue, evit sentiñ ouzh e vouezh, evit en em stagañ outañ, rak eñ eo da vuhez, hag eñ a hiraio da zeizioù hag e c’helli chom er vro en deus touet an AOTROU reiñ d’ho tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

 

Pennad 31

Galv Jozue. Al Lezenn lennet. Disentidigezh Israel da zont

1  Moizez a yeas hag a lavaras ar c’homzoù-mañ da holl Israel:

2  Lavarout a reas dezho: Oadet on hiziv a gant ugent vloaz, ne c’hellin ken mont na dont, hag an AOTROU en deus lavaret din: Ne dremeni ket ar Jordan-se.

3  An AOTROU da Zoue a dremeno dirazout hag a zistrujo ar pobloù-se a-zirazout, hag e perc’henni anezho. Jozue a dremeno dirazout, evel m’en deus lavaret an AOTROU.

4  An AOTROU a raio dezho evel m’en deus graet da Sihon ha da Og, rouaned an Amoreaned, ha d’o bro, en deus distrujet.

5  An AOTROU a lakaio anezho en ho taouarn, hag e reot dezho hervez ar gourc’hemenn am eus roet deoc’h.

6  En em galonekait ha bezit kreñv! N’ho pet ket aon ha na vezit ket spontet abalamour dezho, rak an AOTROU da Zoue a gerzho ganit, ne zilaosko ket ac’hanout, ne zilezo ket ac’hanout.

7  Moizez a c’halvas Jozue hag a lavaras dezhañ dirak holl Israel: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a yelo gant ar bobl-mañ er vro en deus touet an AOTROU reiñ d’ho tadoù, te a lakaio anezho da berc’hennañ o hêrezh.

8  An AOTROU a gerzho dirazout hag a vo ganit, ne zilaosko ket ac’hanout, ne zilezo ket ac’hanout. Na’z pez ket aon ha bez dispont!

9  Moizez a skrivas al lezenn-mañ, a roas d’an aberzhourien mibien Levi, ar re a zouge arc’h emglev an AOTROU, ha da holl henaourien Israel.

10  Moizez a roas urzhioù dezho o lavarout: E diwezh bep seizh vloaz, e-pad lidoù ar bloavezh-ehan, da ouel al logelloù,

11  pa zeuio holl Israel d’en em gavout dirak an AOTROU da Zoue el lec’h en devo dibabet, e lenni al lezenn-mañ dirak holl Israel, hag e klevint.

12  Dastum ar bobl, gwazed, gwragez, bugale, hag an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù, evit ma klevint ha ma teskint doujañ an AOTROU ho Toue, ha ma virint holl gomzoù al lezenn-mañ ha ma raint diouto.

13  Hag o mibien, ar re n’o deus ket bet anaoudegezh, a glevo hag a zesko doujañ an AOTROU ho Toue, e-pad an holl zeizioù ma vevot er vro emaoc’h o vont da berc’hennañ en tu all d’ar Jordan.

14  An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m’eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d’en em gavout e teltenn an engalv.

15  An AOTROU a zeuas war wel en ur golonenn a goabrenn hag ar golonenn a goabrenn en em zalc’has ouzh digor an deltenn.

16  An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d’ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec’h ma’z eont e-barzh, hag e tilezint ac’hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.

17  D’an deiz-se va c’hounnar en em dano a-enep dezho. Me o zilezo hag e kuzhin va dremm. Lonket e vint, hag e c’houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e lavarint en deiz-se: Ha n’eo ket dre ma n’emañ ken hon Doue en hor c’hreiz e c’houzañvomp ar poanioù-mañ?

18  Hag e kuzhin va dremm an deiz-se, abalamour d’an holl droug o devo graet o treiñ etrezek doueoù all.

19  Bremañ, skrivit ar c’hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c’hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.

20  Dre ma renin anezho er vro am eus touet d’o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel, hag e tebrint hag o devo o gwalc’h hag e vint lart. Neuze en em zistroint war-zu doueoù all, hag e servijint anezho, hag e tisprizint ac’hanon, hag e torrint va emglev.

21  Neuze e c’houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c’hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac’haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d’ar vro am eus touet.

22  En deiz-se e skrivas Moizez ar c’hantik-mañ, hag en kelennas da vibien Israel.

23  Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d’ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.

24  P’en doe echu Moizez da skrivañ komzoù al lezenn-mañ war ul levr, betek an diwezh,

25  e roas ar gourc’hemenn-mañ d’al Levited a zouge arc’h emglev an AOTROU o lavarout:

26  Kemerit levr al lezenn-mañ, lakait anezhañ e-kichen arc’h emglev an AOTROU ho Toue, hag e vo eno evel test a-enep dit,

27  rak anavezout a ran da zisentidigezh ha da c’houzoug reut. Setu, e-pad ma’z on c’hoazh hiziv bev ganeoc’h, ez oc’h disentus ouzh an AOTROU, pegement mui ne viot ket goude va marv!

28  Dastumit davedon holl henaourien ho meuriadoù hag hoc’h ofiserien, hag e lavarin ouzh o divskouarn ar c’homzoù-mañ, hag e kemerin an neñvoù hag an douar da dest en o enep.

29  Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc’hemennet deoc’h; hag e c’houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.

30  Moizez a lavaras ouzh divskouarn holl vodadenn Israel komzoù ar c’hantik-mañ, betek an diwezh:

 

Pennad 32

Kantik Moizez

1  Neñvoù, roit ho skouarn, hag e komzin! Douar, selaou gerioù va genoù!

2  Va c’helennadurezh a redo evel ar glav, va ger a gouezho evel ar glizh, evel al litenn war ar c’hlasvez, evel barradoù war ar geot!

3  Rak ec’h embannin anv an AOTROU. Meulit braster hon Doue!

4  Eñ eo ar roc’h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.

5  Int a zo en em vreinet, ur vezh eo! E vibien a zo ur rummad diroll ha fall.

6  Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n’eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c’hraet ha da startaet?

7  Az pez soñj eus da zeizioù gwechall, evesha er bloavezhioù a rummadoù da rummadoù, goulenn digant da dad hag e tesko dit, digant da dud kozh hag e lavarint dit.

8  Pa lodennas an Uhel-Meurbet o hêrezh d’ar broadoù, pa zispartias mibien Adam, e lakaas bonnoù ar pobloù hervez niver mibien Israel,

9  rak lodenn an AOTROU eo e bobl, Jakob eo lodenn e hêrezh.

10  E gavet en deus en ur vro distro, en ul lec’h digenvez ha dilezet d’ar yudadegoù. E c’hronnet en deus, eveshaet en deus outañ, diwallet en deus anezhañ evel e ibil-lagad,

11  evel an erer o tihuniñ e neizhiad hag o nijellañ a-us d’e re vihan, a astenn e zivaskell, o c’hemer hag o doug war e bluñv,

12  an AOTROU e-unan en deus renet anezhañ, ha n’eus ket bet doue estren gantañ.

13  E lakaet en deus da varc’hekaat war lec’hioù uhel an douar ha da zebriñ frouezh ar parkeier, da chugal mel ar roc’h hag eoul ar reier kalet,

14  amann ar saout ha laezh an deñved, lard an oaned, an tourzed eus Basan hag ar bouc’hed, flour kuñv ar gwinizh; evet ec’h eus gwad nerzhus ar rezin.

15  Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc’h e silvidigezh.

16  Heget o deus e warizi dre zoueoù estren, hegaset o deus anezhañ dre draoù euzhus:

17  Aberzhet o deus da ziaouled ha n’int ket Doue, da zoueoù n’anavezent ket, nevez deuet abaoe nebeut ha ne oant ket bet doujet gant o zadoù.

18  Dilezet ec’h eus ar roc’h en eus da c’hanet, ankounac’haet ec’h eus an Doue en deus da stummet.

19  An AOTROU a welas kement-se, hag e voe hegaset, imoret dre e vibien hag e verc’hed.

20  Lavaret en deus: Kuzhat a rin va dremm outo, hag e welin penaos e vo o diwezh, rak ur rummad fall ez int, mibien diskredik.

21  Lakaet o deus ac’hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n’eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n’eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,

22  rak un tan a zo bet enaouet em c’hounnar, hag e tevo betek foñs lec’h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec’h entano diazezoù ar menezioù.

23  Dastum a rin warno poanioù, tennañ a rin a-enep dezho va holl biroù.

24  Kuzumet e vint gant an naon, debret gant an derzhienn ha gant ur walenn spontus, kas a rin a-enep dezho dant al loened gouez, ha binim ar stlejviled a ruz er poultr.

25  Ar c’hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc’hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.

26  Me a lavarfe: O stlabezañ a rin, hag e tiverkin o eñvor a-douez an dud!

27  Met aon am eus rak goapaerezh an enebour, hag e c’hellfe en em douellañ o gwaskerien, hag e c’hellfent lavarout: Hon dorn a zo bet savet, ha n’eo ket an AOTROU en deus graet kement-se.

28  Ur bobl dibourvez a varnedigezh eo, n’eus skiant ebet enno.

29  Ma vijent fur, e komprenjent kement-mañ, hag e soñjjent er pezh a c’hoarvezo ganto d’an diwezh.

30  Penaos en defe gallet unan redek war-lerc’h mil, ha daou redek war-lerc’h dek mil, nemet en defe o roc’h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?

31  Rak n’eo ket o roc’h evel hor roc’h, hon enebourien a c’hell barn.

32  Met o gwinienn a zeu eus gwiniegi Sodom, hag eus douaroù Gomora, o rezin a zo rezin ampoezonet, o blokad a zo c’hwerv,

33  o gwin a zo binim an erevent, poezon garv an naered-gwiber.

34  Kement-se, ha n’eo ket kuzhet em c’hichen? Ha n’eo ket siellet em zeñzorioù?

35  Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c’hoarvezout.

36  An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n’eus den ken, na re zalc’het na re zieubet.

37  Lavarout a raio: Pelec’h emañ o doueoù, ar roc’h ma fizient ennañ,

38  a zebre lard o aberzhoù, hag a eve gwin o evadkinnigoù? Ra savo! Ra o sikouro! Ra vo warno o gwarez!

39  Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n’eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c’hloaz hag a yac’ha, ha n’eus den hag a c’hell dieubiñ eus va dorn.

40  Rak va dorn a savan war-zu an neñv, hag e lavaran: Me a zo bev da viken!

41  Mar lemman luc’hedenn va c’hleze, ha mar krog va dorn er varnedigezh, e tennin veñjañs eus va enebourien, hag e kastizin ar re a gasa ac’hanon,

42  mezviañ a rin va biroù gant o gwad, va c’hleze a zebro o c’hig, diwar gwad ar re c’hloazet hag ar re zalc’het, diwar penn mestroù an enebour.

43  Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic’haou evit e zouar hag evit e bobl.

44  Moizez a zeuas hag a zisklêrias holl gomzoù ar c’hantik-mañ e divskouarn ar bobl, ha Jozue mab Nun a oa gantañ.

45  P’en doe Moizez echuet da zisklêriañ an holl gomzoù-mañ dirak holl Israel,

46  e lavaras dezho: Lakait ho kalonoù da virout an holl gomzoù a bedan ac’hanoc’h hiziv da gemenn d’ho mibien, evit ma virint holl gomzoù al lezenn-mañ ha ma raint diouto.

47  Rak n’int ket komzoù didalvez evidoc’h, met ho puhez eo; dre ar c’homzoù-mañ ec’h hiraiot ho teizioù er vro ma’z eot da berc’hennañ, o tremen ar Jordan.

48  D’an hevelep deiz e komzas an AOTROU da Voizez o lavarout:

49  Pign war venez Abarim, war venez Nebo, a zo e bro Voab, a-dal da Jeriko, ha sell ouzh bro Ganaan a roan da hêrezh da vibien Israel.

50  Mervel a ri war ar menez a vi pignet warnañ; hag e vi dastumet gant da bobl, evel ma varvas Aaron da vreur war venez Hor, hag e voe dastumet gant e bobl,

51  rak pec’het hoc’h eus a-enep din e-touez mibien Israel da zoureier Meriba, e Kadesh, e gouelec’h Zin, ha n’hoc’h eus ket santelaet ac’hanon e-touez mibien Israel.

52  Gwelout a ri ar vro dirazout, met ned i ket er vro a roan da vibien Israel.

 

Pennad 33

Bennozhioù Moizez

1  Moizez, den Doue, a vennigas mibien Israel dre ar vennozh da heul, kent mervel.

2  Lavarout a reas: An AOTROU a zo deuet eus ar Sinai, hag a zo savet a-us dezho e Seir. Lugernet en deus eus menez Paran, deuet eo gant dekviliadoù santel, eus e zehou e teuas evito ul lezenn entanet.

3  Ya, karout a ra ar pobloù, e holl sent a zo ez torn. En em zalc’het int ouzh da dreid, resevet o deus da gomzoù.

4  Moizez en deus kemennet deomp al lezenn, hêrezh bodadenn Jakob.

5  Bez’ eo bet roue e Jeshurun, pa en em zastume pennoù ar bobl, gant meuriadoù Israel.

6  Ra vevo Ruben ha ra ne varvo ket, ra vo e dud niverus!

7  Ha diwar-benn Juda e lavaras: Selaou, AOTROU, mouezh Juda, degas anezhañ war-zu e bobl. Ra vo galloudus e zaouarn, sikour anezhañ a-enep e enebourien!

8  Ha diwar-benn Levi e lavaras: Da Dummim ha da Urim a vo gant an den feal, an hini ac’h eus temptet e Masa, enebet outañ e doureier Meriba,

9  hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne’m eus ket o gwelet; n’en deus ket anavezet e vreudeur, ha n’en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c’herioù, ha dalc’het da emglev.

10  Kelenn a raint da varnedigezhioù da Jakob, ha da lezenn da Israel. Lakaat a raint ar c’hwezh-vat dindan da zivfron, hag al loskaberzh war da aoter.

11  O AOTROU, bennig e nerzh, ha degemer labour e zaouarn! Torr lounezhi ar re a sav a-enep dezhañ, ha ra ne adsavo ken ar re a gasa anezhañ.

12  Ha diwar-benn Benjamin e lavaras: An hini a zo karet-mat gant an AOTROU, a chomo e surentez en e gichen. E c’holoio bemdez, hag en em zalc’ho etre e zivskoaz.

13  Ha diwar-benn Jozef e lavaras: E vro a zo benniget gant an AOTROU, gant traoù prizius an neñv, gant ar glizh, gant ar poulloù en traoñ,

14  gant frouezh prizius an heol, gant an traoù prizius roet pep loariad,

15  gant traoù mat ar menezioù kozh, gant traoù prizius ar c’hrec’hioù a zo atav amañ,

16  gant traoù prizius an douar hag e leunder. Madelezh an hini en em ziskouezas er vodenn, ra vo war benn Jozef, ha war glopenn ar re santelaet a-douez e vreudeur.

17  Bez’ en deus kaerded ar c’hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez’ ez int dekviliadoù Efraim, bez’ ez int miliadoù Manase.

18  Ha diwar-benn Zabulon e lavaras: Laouena Zabulon e-pad da ermaeziadennoù, ha te ivez Isakar ez teltennoù!

19  Int a galvo ar pobloù d’ar menez, eno e kinnigint aberzhoù a reizhder, dre ma sunint fonnusted ar mor ha teñzorioù kuzhet en traezh.

20  Ha diwar-benn Gad e lavaras: Ra vo benniget an hini a laka Gad er frankiz, diskuizh a ra evel ul leon, hag e freuz ar vrec’h gant ar c’hlopenn.

21  Dibabet en deus ar gwellañ evitañ, rak eno e oa kuzhet lodenn al lezenner. Deuet eo gant pennoù ar bobl, graet en deus reizhder an AOTROU, hag e varnedigezhioù e-keñver Israel.

22  Ha diwar-benn Dan e lavaras: Dan a zo ul leon yaouank, lammat a ra eus Basan.

23  Ha diwar-benn Neftali e lavaras: Neftali, leuniet a vadelezh ha karget a vennozhioù an AOTROU, a berc’henn ar c’huzh-heol hag ar c’hreisteiz.

24  Ha diwar-benn Aser e lavaras: Ra vo benniget Aser gant ar vibien! Ra vo plijus d’e vreudeur, ha ra walc’ho e droad en eoul!

25  Da brennoù a vo a houarn hag a arem, ha da nerzh a bado keit ha da zeizioù.

26  N’eus hini hag a vefe heñvel ouzh Doue Jeshurun, a zeu da’z sikour douget war an neñvoù, ha war e goabrennoù en e veurdez.

27  Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec’h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!

28  Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neñvoù a zivero ar c’hlizhenn.

29  Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac’ho gant da dreid o lec’hioù uhel.

 

Pennad 34

Marv Moizez

1  Moizez a bignas eus plaenennoù Moab war menez Nebo, war-lein ar Pisga, a-dal da Jeriko. An AOTROU a ziskouezas dezhañ an holl vro,

2  adalek Galaad betek Dan, holl vro Neftali, bro Efraim ha Manase, holl vro Juda betek mor ar c’huzh-heol,

3  ar c’hreisteiz, plaenenn traonienn Jeriko, kêr ar palmez, betek Zoar.

4  An AOTROU a lavaras: Setu ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak, da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da’z lignez. Diskouezet em eus anezhi da’z taoulagad, met ned i ket enni.

5  Moizez, servijer an AOTROU, a varvas eno, e bro Voab, hervez ger an AOTROU.

6  Hag e sebelias anezhañ en un draonienn e bro Voab, a-dal da Vet-Peor. Ha den n’en deus anavezet e vez betek hiziv.

7  Moizez a oa en oad a gant ugent vloaz pa varvas; ne oa ket gwanaet e zaoulagad, ne oa ket tremenet e nerzh.

8  Mibien Israel a ouelas Moizez e-pad tregont devezh e maezioù Moab, ha deizioù-gouelañ kañvoù Moizez a voe peurc’hraet.

9  Jozue mab Nun a oa leuniet gant ar Spered a furnez, rak Moizez en doa lakaet e zaouarn warnañ. Mibien Israel a sentas outañ hag a rejont hervez m’en doa an AOTROU gourc’hemennet da Voizez.

10  N’eo biskoazh savet profed ebet en Israel evel Moizez, en devoa anavezet anezhañ an AOTROU dremm ouzh dremm,

11  evit an holl sinoù ha mirakloù a gasas anezhañ an AOTROU d’ober e bro Ejipt, dirak Faraon, dirak e holl servijerien hag en e holl vro,

12  hag evit an dorn kreñv hag ar spontoù bras a ziskouezas Moizez da zaoulagad Israel.

Publicités