06 Jozue

LEVR JOZUE

 

Pennad 1

Jozue e penn Israel

1  Goude marv Moizez servijer an AOTROU, setu, an AOTROU a gomzas da Jozue mab Nun, servijer Moizez, o lavarout:

2  Moizez va servijer a zo marv. Bremañ sav, tremen ar Jordan-mañ, te hag an holl bobl-se, evit mont er vro a roan da vibien Israel.

3  Pep lec’h ma vac’ho sol ho treid warnañ, a roan deoc’h, evel ma em eus lavaret da Voizez.

4  Ho harzoù a vo adalek ar gouelec’h hag al Liban-mañ, adalek ar stêr, ar stêr Eufratez, holl vro an Hitited, betek ar Mor Bras er c’huzh-heol.

5  Den ne zalc’ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma’z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac’hanout, ne zilezin ket ac’hanout.

6  En em galoneka ha bez kreñv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mañ da berc’hennañ ar vro am eus touet d’o zadoù reiñ dezho.

7  En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma’z i.

8  Ra ne bellaio ket al levr-mañ eus al lezenn diouzh da c’henoù, prederiañ a ri warnañ deiz ha noz, evit ober diouzh kement a zo skrivet ennañ, rak neuze e ri tro-vat ez hent, ha neuze e ri berzh.

9  Ha ne’m eus ket gourc’hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na’z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma’z i.

10  Neuze Jozue a roas urzhioù da ofiserien ar bobl o lavarout:

11  Tremenit e-barzh ar c’hamp ha roit urzhioù d’ar bobl o lavarout: Kempennit pourvezioù, rak a-benn tri devezh e tremenot ar Jordan-mañ, evit mont da berc’hennañ ar vro a ro deoc’h an AOTROU ho Toue da berc’hennañ.

12  Jozue a gomzas ivez d’ar Rubeniz, d’ar C’hadiz ha da hanter-veuriad Manase o lavarout:

13  Ho pet soñj eus ar c’homzoù en deus gourc’hemennet deoc’h Moizez servijer an AOTROU o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh deoc’h hag en deus roet deoc’h ar vro-se.

14  Ho kwragez, ho pugaligoù hag ho loened a chomo er vro en deus roet deoc’h Moizez en tu-mañ d’ar Jordan, met c’hwi holl, tud kadarn ha kreñv, a dremeno harnezet dirak ho preudeur, hag e sikourot anezho,

15  ken na roio diskuizh an AOTROU d’ho preudeur evel deoc’h, ha ken na berc’hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d’ar vro a zo deoc’h da berc’hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc’h Moizez servijer an AOTROU en tu- mañ d’ar Jordan, war-zu ar sav-heol.

16  Hag e respontjont da Jozue o lavarout: Ni a raio kement ec’h eus gourc’hemennet deomp, ni a yelo e kement lec’h ma kasi ac’hanomp,

17  ni a sento ouzhit evel hon eus sentet ouzh Moizez. Nemet, ra vo an AOTROU da Zoue ganit evel ma’z eo bet gant Moizez.

18  Pep den a zisento ouzh da urzhioù ha na sento ket ouzh da gomzoù e kement ha ma c’hourc’hemenni deomp, a vo lakaet d’ar marv. Nemet, en em galoneka ha bez kreñv.

 

Pennad 2

Ar spierien kuzhet e Jeriko gant Rahab

1  Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c’hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.

2  Hag e voe lavaret da roue Jeriko: Setu, tud a zo deuet en noz-mañ a-douez mibien Israel, evit spiañ ar vro.

3  Roue Jeriko a gasas da lavarout da Rahab: Kas er-maez an dud a zo deuet du-se hag a zo aet ez ti, rak deuet int evit spiañ ar vro.

4  Ar vaouez a gemeras an daou zen hag a guzhas anezho; hag e lavaras: Gwir eo penaos an dud-se a zo deuet amañ, met ne ouien ket a-belec’h e oant;

5  evel ma’z ae an nor da vezañ serret diouzh an noz, an dud-se a zo aet er-maez; n’ouzon ket pelec’h ez int aet, hastit mont war o lerc’h, hag e tapot anezho.

6  Hi he doa o lakaet da bignat war an doenn hag o c’huzhet dindan korz lin lakaet ganti war an doenn.

7  An dud-mañ a yeas war o lerc’h war hent ar Jordan betek ar roudouzioù, hag e voe prennet an nor goude ma oa aet kuit ar re a yae war o lerc’h.

8  A-raok mont da gousket, hi a bignas d’o c’havout war an doenn,

9  hag e lavaras dezho: Gouzout a ran en deus roet an AOTROU deoc’h ar vro, ha penaos ar spont dirazoc’h a zo kroget ennomp, ha penaos holl dud ar vro o deus kollet kalon abalamour deoc’h.

10  Rak klevet hon eus penaos en deus disec’het an AOTROU doureier ar Mor Ruz pa’z oc’h aet kuit eus an Ejipt, hag ar pezh hoc’h eus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d’ar Jordan, e Sihon hag en Og, hag hoc’h eus lakaet da verz.

11  Klevet hon eus-se hag hor c’halon a zo teuzet ha n’eus ken a nerzh-kalon e den dirazoc’h, rak an AOTROU ho Toue a zo Doue en neñvoù en nec’h ha war an douar en traoñ.

12  Bremañ eta, me ho ped, touit din dre an AOTROU, e tiskouezot madelezh e-keñver ti va zad, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keñver; roit din ur brouenn asur,

13  penaos e lezot da vevañ va zad, va mamm, va breudeur, va c’hoarezed hag ar re holl a zo dezho, ha penaos e tiwallot hon eneoù eus ar marv.

14  Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver.

15  O lakaat a reas da ziskenn gant ur gordenn dre ar prenestr, rak he zi a oa e moger-greñv; er voger-greñv e oa o chom.

16  Hi a lavaras: Kit war-zu ar menez, gant aon na zeufe ar re a zo aet war ho lerc’h d’ho tiarbenn, en em guzhit eno e-pad tri devezh, ken na vo distroet ar re a glask ac’hanoc’h, ha goude-se ez eot gant hoc’h hent.

17  Ar baotred a lavaras: Kuit e vimp eus al le ec’h eus graet deomp touiñ evel-henn:

18  pa zeuimp er vro, e skoulmi ar gordennig a neud ruz-mouk-mañ ouzh ar prenestr ma ez po hon lakaet da ziskenn drezañ, hag e tastumi ganit ez ti da dad, da vamm, da vreudeur hag holl diegezh da dad.

19  Mard a unan bennak anezho er-maez eus dorojoù da di, e wad a vo war e benn ha ni a vo didamall, met evit ar re a vo ganit en ti, o gwad a vo war hor penn mar befe lakaet an dorn war unan bennak anezho.

20  Ha mar kontez hon afer, e vimp kuit eus al le ec’h eus graet deomp touiñ.

21  Respont a reas: Ra vo evel ma hoc’h eus lavaret. Goude-se o lezas da vont kuit hag ez ejont. Hag e skoulmas ar gordennig ruz-mouk ouzh ar prenestr.

22  Mont a rejont hag e teujont d’ar menez, hag e chomjont eno tri devezh, betek ma voe distroet ar re a oa aet war o lerc’h. Ar re a oa aet war o lerc’h a glaskas anezho dre holl war an hent, met n’o c’havjont ket.

23  An daou zen a zistroas, a ziskennas eus ar menez, a dremenas hag a zeuas da gavout Jozue mab Nun, hag e kontjont dezhañ kement a oa c’hoarvezet ganto.

24  Hag e lavarjont da Jozue: A-dra-sur an AOTROU en deus lakaet an holl vro etre hon daouarn, holl annezidi ar vro o deus kollet kalon dirazomp.

 

Pennad 3

Ar bobl o tremen ar Jordan

1  Jozue a savas beure-mat, a yeas kuit eus Sitim hag a zeuas betek ar Jordan, gant holl vibien Israel. Hag e tremenjont eno an noz a-raok treuziñ.

2  A-benn tri deiz e tremenas an ofiserien e-barzh ar c’hamp,

3  hag e rojont urzhioù d’ar bobl o lavarout: Pa welot arc’h emglev an AOTROU ho Toue hag an aberzhourien, al Levited, o tougen anezhi, ez eot kuit eus ho lec’hioù hag e kerzhot war he lerc’h.

4  Met bez’ e vo un hedad, etre hi ha c’hwi, eus war-dro daou vil ilinad (~ 1 km), evit na dostaiot ket outi. Evel-se e oueziot dre beseurt hent e vo ret deoc’h mont, rak n’hoc’h eus ket tremenet diagent dre an hent-mañ.

5  Jozue a lavaras d’ar bobl: En em santelait, rak warc’hoazh an AOTROU a raio en ho touez traoù burzhudus.

6  Jozue a gomzas d’an aberzhourien o lavarout: Dougit arc’h an emglev ha tremenit a-raok ar bobl. Neuze e tougjont arc’h an emglev hag e kerzhjont dirak ar bobl.

7  An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv e krogin da sevel ac’hanout dirak daoulagad Israel, evit ma ouezint penaos, evel ma’z on bet gant Moizez, e vin ganit.

8  Ro urzhioù d’an aberzhourien a zoug arc’h an emglev o lavarout: Pa viot erruet e-kichen doureier ar Jordan, e chomot a-sav er Jordan.

9  Jozue a lavaras da vibien Israel: Tostait amañ ha selaouit komzoù an AOTROU ho Toue.

10  Jozue a lavaras: Dre gement-mañ e oueziot penaos emañ an Doue bev en ho touez, ha penaos e kaso kuit a-zirazoc’h ar Gananeiz, an Hitited, an Hevianed, ar Ferezianed, ar C’hirgazianed, an Amoreaned hag ar Jebuziz,

11  setu, arc’h emglev Aotrou an douar holl a ya da dremen a-raok deoc’h ar Jordan.

12  Bremañ kemerit daouzek den eus meuriadoù Israel, un den eus pep meuriad,

13  ha kerkent ha m’o devo lakaet sol o zreid an aberzhourien a zoug arc’h emglev an AOTROU, Aotrou an douar holl, e doureier ar Jordan, doureier ar Jordan a vo rannet, an doureier a ziskenn eus krec’h a chomo a-sav en ur bern.

14  Ar bobl a yeas er-maez eus he zeltennoù evit tremen ar Jordan, hag an aberzhourien a zouge arc’h an emglev a gerzhe a-raok ar bobl.

15  Kerkent ha ma en em gavas ar re a zouge an arc’h er Jordan, ha ma voe glebiet treid an aberzhourien a zouge an arc’h e bord an dour, hag ar Jordan a fenn dreist e ribloù e-pad holl amzer an eost,

16  an doureier a ziskenne eus krec’h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc’het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.

17  An aberzhourien a zouge arc’h emglev an AOTROU a chomas start, a-sav, war ar sec’h e-kreiz ar Jordan, e-pad ma tremenas holl Israel war ar sec’h, ken n’o doe an holl bobl echuet tremen ar Jordan.

 

Pennad 4

An daouzek maen savet e-kichen ar Jordan

1  P’en doe echuet an holl bobl tremen ar Jordan, an AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

2  Kemerit a-douez ar bobl daouzek den, un den eus pep meuriad,

3  ha roit urzhioù dezho o lavarout: Dougit ac’hann, eus kreiz ar Jordan, eus al lec’h ma’z eo chomet a-sav treid an aberzhourien, daouzek maen a gasot ganeoc’h hag a lakaiot el lec’h ma tremenot an noz-mañ.

4  Jozue a c’halvas an daouzek den en doa dibabet a-douez mibien Israel, un den eus pep meuriad.

5  Jozue a lavaras dezho: Tremenit dirak arc’h an AOTROU ho Toue, e-kreiz ar Jordan, ha ra zougo pep hini ac’hanoc’h ur maen war e skoaz, hervez niver meuriadoù mibien Israel,

6  evit ma vo kement-se un arouez en ho touez. En amzer da zont, pa c’houlenno ho mibien: Petra eo ar vein-se?

7  neuze e respontot dezho: Doureier ar Jordan a voe rannet dirak arc’h emglev an AOTROU pa dremenas ar Jordan; doureier ar Jordan a voe rannet, hag ar vein-se a zo evit mibien Israel un eñvor da viken.

8  Mibien Israel a reas ar pezh en doa gourc’hemennet Jozue. Kemer a rejont daouzek maen eus kreiz ar Jordan, evel m’en doa lavaret an AOTROU da Jozue, hervez niver meuriadoù mibien Israel, hag o c’hasjont ganto d’al lec’h ma tremenjont an noz, hag o lezjont eno.

9  Jozue a savas ivez daouzek maen e-kreiz ar Jordan, el lec’h ma oa chomet treid an aberzhourien a zouge arc’h an emglev, hag emaint eno betek hiziv.

10  An aberzhourien a zouge an arc’h en em zalc’has e-kreiz ar Jordan, betek ma voe echu ar pezh en doa gourc’hemennet an AOTROU da Jozue lavarout d’ar bobl, hervez kement en doa gourc’hemennet Moizez da Jozue. Hag ar bobl a hastas tremen.

11  Goude ma voe tremenet gant an holl bobl, arc’h an AOTROU hag an aberzhourien a dremenas dirak ar bobl.

12  Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a dremenas harnezet dirak mibien Israel, evel m’en doa lavaret dezho Moizez.

13  War-dro daou-ugent mil den, gwisket evit ar brezel, a dremenas dirak an AOTROU evit stourm, etrezek plaenennoù Jeriko.

14  En deiz-se, an AOTROU a savas Jozue dirak holl Israel, hag e toujjont dezhañ, evel m’o doa doujet da Voizez holl zeizioù e vuhez.

15  An AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

16  Gourc’hemenn d’an aberzhourien a zoug arc’h an emglev pignat eus ar Jordan.

17  Jozue a roas an urzh d’an aberzhourien o lavarout: Pignit eus ar Jordan.

18  Pa voe pignet eus kreiz ar Jordan an aberzhourien a zouge arc’h emglev an AOTROU, ha ma voe lakaet sol treid an aberzhourien war an douar sec’h, doureier ar Jordan a zistroas d’o lec’h hag a redas evel diagent, dreist ar ribloù.

19  Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d’an dekvet deiz eus ar miz kentañ, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.

20  Jozue a savas e Gilgal an daouzek maen en doa kemeret eus ar Jordan.

21  Hag e komzas da vibien Israel o lavarout: En amzer da zont, pa c’houlenno ho mibien digant o zadoù: Petra eo ar vein-se?

22  C’hwi a gelenno ho mibien o lavarout: War ar sec’h e tremenas Israel ar Jordan-mañ,

23  rak an AOTROU ho Toue en deus disec’het doureier ar Jordan dirazoc’h, ken n’oac’h tremenet, evel m’en doa graet an AOTROU ho Toue d’ar Mor Ruz, en doa disec’het dirazomp, ken n’oamp tremenet,

24  evit ma ouezo holl bobloù an douar penaos eo kreñv dorn an AOTROU, hag evit ma toujot dalc’hmat an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 5

Amdroc’h ar bobl. Ar Pask e Kanaan. Penn lu an AOTROU

1  Pa glevas holl rouaned an Amoreaned a oa en tu all d’ar Jordan war-zu ar c’huzh-heol, hag holl rouaned ar Gananeiz a oa e-kichen ar mor, penaos en doa disec’het an AOTROU doureier ar Jordan dirak mibien Israel ken na oant tremenet, o c’halonoù a deuzas ha ne voe ken a nerzh-kalon enno dirak mibien Israel.

2  En amzer-se an AOTROU a lavaras da Jozue: Gra kontilli maen, hag ec’h amdroc’hi a-nevez mibien Israel, evit an eil gwech.

3  Jozue a reas kontilli maen hag a amdroc’has mibien Israel war grec’hienn Aralod (= ar podoù-mezenn).

4  Setu perak ec’h amdroc’has Jozue anezho: an holl bobl deuet er-maez eus an Ejipt, ar bared, an holl dud a vrezel, a oa marvet er gouelec’h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt.

5  Ya, an holl bobl a zeuas kuit a oa bet amdroc’het, met n’eo ket bet amdroc’het an holl bobl a zo bet ganet er gouelec’h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt.

6  Mibien Israel o doa kerzhet er gouelec’h e-pad daou-ugent vloaz, ken na voe aet da get an holl bobl tud a vrezel a oa deuet er-maez eus an Ejipt ha n’o doa ket selaouet ouzh mouezh an AOTROU. An AOTROU en doa touet dezho n’o lezje ket da welout ar vro a douas an AOTROU reiñ deomp, ur vro a zever gant laezh ha mel.

7  Savet en deus o mibien en o lec’h, hag ar re-se eo a voe amdroc’het gant Jozue, rak diamdroc’h e oant, ne oant ket bet amdroc’het en hent.

8  Pa voe echu amdroc’h an holl bobl, e chomjont er c’hamp betek ma voent pareet.

9  An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv em eus ruilhet diwarnoc’h dismegañs an Ejipt. Al lec’h-se a voe galvet Gilgal, a zo e anv betek hiziv.

10  Mibien Israel a gampas e Gilgal, hag e rejont ar Pask d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e maezioù Jeriko.

11  An deiz war-lerc’h ar Pask e tebrjont eus traoù ar vro, bara hep goell ha greun rostet, en hevelep deiz-se.

12  Ar mann a baouezas an deiz war-lerc’h, pa zebrjont eus traoù ar vro. Mibien Israel n’o doe ken a vann, met debriñ a rejont eus frouezh douar Kanaan er bloaz-se.

13  Hag e c’hoarvezas, evel ma oa Jozue e-kichen Jeriko, ma savas e zaoulagad ha ma sellas, ha setu: un den en em zalc’he en e sav dirazañ, e gleze dic’houinet en e zorn. Jozue a yeas d’e gavout hag a lavaras: Eus hor re ez out, pe eus hon enebourien?

14  Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU, erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d’an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d’e servijer?

15  Penn lu an AOTROU a lavaras da Jozue: Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec’h emaout warnañ a zo santel. Jozue a reas evel-se.

 

Pennad 6

Jeriko distrujet ha Rahab salvet

1  Jeriko a oa kloz, klozet e oa gant evezh abalamour da vibien Israel; den ne yae er-maez ha den ne yae e-barzh.

2  An AOTROU a lavaras da Jozue: Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Jeriko hag he roue, gant he brezelourien nerzhus.

3  C’hwi holl, tud a vrezel, grit an dro da gêr, o treiñ ur wech en-dro da gêr, hag evel-se e ri e-pad c’hwec’h devezh.

4  Seizh aberzhour a zougo seizh shofar (= trompilh e korn maout) e korn tourz dirak an arc’h. Ha d’ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.

5  Pa sonint pell gant ar c’horn tourz, adalek ma klevot son ar shofar, an holl bobl a laosko kriadennoù bras, ha neuze moger kêr a gouezho anezhi hec’h-unan, hag ar bobl a bigno, pep hini dirazañ.

6  Jozue mab Nun a c’halvas an aberzhourien hag a lavaras: Dougit arc’h an emglev, ha ra vo seizh aberzhour o tougen seizh shofar e korn tourz dirak arc’h an AOTROU.

7  Lavarout a reas d’ar bobl: Tremenit ha grit tro kêr, ha ra dremeno ar re a zo armet dirak arc’h an AOTROU.

8  P’en doe komzet Jozue d’ar bobl, ar seizh aberzhour a zouge ar seizh shofar e korn tourz dirak an AOTROU a dremenas hag a sonas gant ar shofaroù. Arc’h emglev an AOTROU a heulie anezho.

9  An dud armet a gerzhe a-raok an aberzhourien a sone gant ar shofaroù, met ar vodadenn a heulie an arc’h; hag e veze sonet gant ar shofaroù e-pad ar gerzhadeg.

10  Jozue en doa roet urzhioù d’ar bobl o lavarout: Ne laoskot kriadenn ebet, ne reot ket klevout ho mouezh, ne zeuio ger ebet eus ho kenoù, betek an deiz ma lavarin deoc’h: Laoskit kriadennoù! Neuze e youc’hot.

11  Arc’h an AOTROU a reas tro kêr, mont a reas ur wech. Goude e teujont d’ar c’hamp hag e tremenjont an noz er c’hamp.

12  Jozue a savas beure-mat, hag an aberzhourien a zougas arc’h an AOTROU.

13  Ar seizh aberzhour a zouge ar seizh shofar e korn tourz dirak arc’h an AOTROU a gerzhe hag a sone gant ar shofaroù en ur gerzhout. An dud armet a gerzhe en a-raok, ar vodadenn a heulie arc’h an AOTROU; hag e veze sonet gant ar shofaroù e-pad ar gerzhadeg.

14  Hag e rejont ur wech tro kêr d’an eilvet deiz, ha goude e tistrojont d’ar c’hamp. Evel-se e rejont e-pad c’hwec’h devezh.

15  D’ar seizhvet deiz e savjont beure-mat, kerkent ha tarzh an deiz, hag e rejont seizh gwech tro kêr en hevelep doare. Nemet en deiz-se e rejont tro kêr seizh gwech.

16  D’ar seizhvet gwech, evel ma sone an aberzhourien gant ar shofaroù, Jozue a lavaras d’ar bobl: Laoskit kriadennoù, rak an AOTROU en deus roet kêr deoc’h.

17  Kêr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU. Met Rahab ar c’hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.

18  Nemet en em virit ouzh an traoù lakaet da verz, gant aon na en em lakafec’h da verz o kemer eus an traoù lakaet da verz, ha na lakafec’h kamp Israel da verz ha na vefec’h trubuilh ennañ.

19  An holl arc’hant hag an holl aour gant pep tra arem hag houarn a vo santelaet d’an AOTROU; mont a raint e teñzor an AOTROU.

20  Ar bobl a laoskas kriadennoù hag e voe sonet gant ar shofaroù. Kerkent ha ma klevas an dud son ar shofaroù, e youc’hjont a-bouez penn, hag ar voger a gouezhas anezhi hec’h-unan. Ar bobl a bignas e kêr, pep hini dirazañ, hag e kemerjont ar gêr.

21  Hag e lakajont da verz kement a oa e kêr, dre varvenn ar c’hleze, gwaz ha gwreg, bugel ha kozh, ejen, dañvad hag azen.

22  Jozue a lavaras d’an daou zen o doa spiet ar vro: Kit da di ar c’hast ha lakait da zont er-maez ar wreg-se hag he holl re, evel ma hoc’h eus touet dezhi.

23  An dud yaouank o doa spiet a yeas hag a lakaas da zont er-maez Rahab, he zad, he mamm, he breudeur hag he holl re, hag e lakajont da zont er-maez he holl diegezh, hag o lezjont er-maez eus kamp Israel.

24  Hag e tevjont en tan kêr ha kement a oa enni. Nemet an arc’hant hag an aour gant pep tra arem hag houarn a lakajont e teñzor ti an AOTROU.

25  Jozue a lezas bev Rahab ar c’hast, tiegezh he zad hag he holl re. Chomet eo e-touez Israel betek hiziv, dre ma he doa kuzhet ar gannaded kaset gant Jozue da spiañ Jeriko.

26  En amzer-se, Jozue a douas o lavarout: Milliget ra vo dirak an AOTROU an den en em savo evit adober ar gêr-mañ, Jeriko. He diazez a lakaio diwar-goust e gentañ-ganet, hag he dorojoù diwar-goust e vab yaouankañ.

27  An AOTROU a voe gant Jozue, hag ar vrud anezhañ en em skuilhas dre ar vro holl.

 

Pennad 7

An Israeliz pilet. Pec’hed Akan

1  Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.

2  Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.

3  Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhañ: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra’z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud.

4  War-dro tri mil den eus ar bobl a bignas eta, met tec’hout a rejont dirak tud Ai.

5  Tud Ai a lazhas war-dro c’hwec’h den ha tregont, hag e redjont war o lerc’h adalek an nor betek Shebarim, hag e piljont anezho war un dinaou. Kalon ar bobl en em deuzas hag a zeuas da vezañ evel dour.

6  Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d’an douar dirak arc’h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.

7  Jozue a lavaras: Siwazh! Aotrou AOTROU, perak ec’h eus lakaet ar bobl-mañ da dremen ar Jordan, evit hol lakaat etre daouarn an Amoreaned ha distrujañ ac’hanomp? Perak n’omp ket chomet en tu all d’ar Jordan?

8  Siwazh! Aotrou, petra a lavarin goude m’en deus troet Israel e gein dirak e enebourien?

9  Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag e troint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?

10  An AOTROU a lavaras da Jozue: Sav! Perak ez out astennet war da zremm?

11  Israel en deus pec’het. Torret o deus va emglev am boa gourc’hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoù lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoù.

12  Mibien Israel ne c’hello ket derc’hel ouzh o enebourien, treiñ a raint o c’hein dirak o enebourien, rak lakaet int da verz. Ne vin ken ganeoc’h ma ne lamit ket an traoù lakaet da verz eus ho touez.

13  Sav, santela ar bobl ha lavar: En em santelait a-benn warc’hoazh, rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel: Traoù lakaet da verz a zo en da greiz, Israel, ne c’helli ket derc’hel ouzh da enebourien, ken n’ho po lamet an traoù lakaet da verz eus ho touez.

14  Tostaat a reot d’ar beure, hervez ho meuriadoù. Ar meuriad a dapo an AOTROU a dostaio hervez e familhoù. Ar familh a dapo an AOTROU a dostaio hervez he ziegezhioù. An tiegezh a dapo an AOTROU a dostaio den dre zen.

15  An hini a vo tapet o kaout eus traoù lakaet da verz a vo devet en tan, eñ a kement a zo dezhañ, rak torret en deus emglev an AOTROU ha graet en deus un euzhusted en Israel.

16  Jozue a savas beure-mat hag a lakaas Israel da dostaat, hervez e veuriadoù. Meuriad Juda a voe tapet.

17  Lakaat a reas familhoù Juda da dostaat, ha familh lignez Zerak a voe tapet. Lakaat a reas familh Zerak da dostaat den dre zen, ha Zabdi a voe tapet.

18  Lakaat a reas e diegezh da dostaat den dre zen, hag Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a voe tapet.

19  Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d’an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac’h eus graet, n’henn kuzh ket ouzhin.

20  Akan a respontas da Jozue o lavarout: Gwir eo, pec’het em eus a-enep an AOTROU Doue Israel, ha setu ar pezh am eus graet:

21  Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c’hant sikl (~ 2 kg) arc’hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl (~ 500 g) a bouez. O droukc’hoantaet em eus hag o c’hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc’hant dindan.

22  Jozue a gasas kannaded a redas d’an deltenn, ha setu, an traoù a oa kuzhet en deltenn, hag an arc’hant a oa dindan.

23  O c’hemer a rejont a-greiz an deltenn, hag o degasjont da Jozue ha da holl vibien Israel, hag o lakajont dirak an AOTROU.

24  Jozue, hag holl Israel gantañ, a gemeras Akan mab Zerak, an arc’hant, ar vantell, an dolzenn aour, e vibien hag e verc’hed, e ejened, e ezen, e zeñved, e deltenn ha kement a oa dezhañ, hag e rejont dezho pignat da draonienn Akor.

25  Jozue a lavaras: Perak ec’h eus trubuilhet ac’hanomp? An AOTROU a drubuilho ac’hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.

26  Hag e savjont warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Setu perak eo anvet al lec’h-se Traonienn Akor (= trubuilh) betek hiziv.

 

Pennad 8

Ai distrujet. Menez Ebal

1  An AOTROU a lavaras da Jozue: Na spont ket ha na’z pez ket aon, kemer ganit an holl dud a vrezel, sav ha pign da Ai. Sell, lakaet em eus etre da zaouarn roue Ai, e bobl, e gêr hag e vro.

2  Ober a ri da Ai ha d’e roue evel ma ec’h eus graet da Jeriko ha d’e roue, nemet e kemerot evidoc’h ar preizh hag al loened. Laka ur ged ouzh kêr, en a-dreñv.

3  Jozue a savas gant an holl dud a vrezel evit pignat da Ai. Jozue a zibabas tregont mil den kadarn ha kreñv, hag o c’hasas en noz.

4  Hag e roas urzhioù dezho o lavarout: Gwelit, c’hwi en em zalc’ho e ged ouzh kêr, a-dreñv d’ar gêr, na bellait ket kalz diouzh kêr ha bezit holl prest.

5  Me, gant an holl dud a vo ganin, a dostaio ouzh kêr. Pa zeuint a-ziarbenn deomp, evel ar wech kentañ, e tec’himp a-raok dezho,

6  hag e teuint war hol lerc’h ken na zedennimp anezho er-maez eus kêr, dre ma lavarint: Tec’hout a reont a-raok deomp, evel ar wech kentañ. Ni a dec’ho dirazo.

7  Neuze e savot eus ar ged hag e kemerot kêr. He lakaat a raio an AOTROU ho Toue etre ho taouarn.

8  Pa ho po kemeret kêr, e lakaiot an tan enni; ober a reot hervez komz an AOTROU: Sellit, me am eus e c’hourc’hemennet deoc’h.

9  Jozue a gasas anezho hag ez ejont d’en em lakaat e ged, hag en em zalc’hjont etre Betel hag Ai, er c’huzh-heol da Ai. Jozue a chomas en noz-se e-kreiz ar bobl.

10  Jozue a savas beure-mat hag a niveras ar bobl, hag e pignas, eñ hag henaourien Israel, a-raok an dud, war-zu Ai.

11  An holl dud a vrezel a oa gantañ a bignas hag a dostaas, hag e teujont a-dal da gêr, hag e kampjont en hanternoz da Ai. An draonienn a oa etrezo hag Ai.

12  Kemer a reas war-dro pemp mil den a lakaas e ged etre Betel hag Ai, er c’huzh-heol da gêr Ai.

13  P’o devoe lakaet an dud evel-se, an holl gamp en hanternoz da gêr, hag an dilerc’h er c’huzh-heol da gêr, d’an noz-se, ez eas Jozue e-kreiz an draonienn.

14  Adalek ma welas roue Ai kement-se, tud kêr a hastas hag a savas beure-mat. Ar roue hag e holl bobl a zeuas er-maez d’an emgann, a-ziarbenn Israel, el lec’h merket eus tu ar blaenenn. Ne ouie ket e oa ur ged a-dreñv kêr.

15  Jozue hag holl Israel a reas van da vezañ pilet dirazo hag a dec’has war-zu ar gouelec’h.

16  An holl bobl a oa e kêr Ai a voe galvet a gri forzh da vont war o lerc’h. Mont a rejont war-lerc’h Jozue, hag e voent dedennet er-maez eus kêr.

17  Ne chomas den en Ai ha Betel, aet int tout war-lerc’h Israel. Hag e lezjont kêr digor, hag ez ejont war-lerc’h Israel.

18  An AOTROU a lavaras da Jozue: Astenn ar speg a zo ez torn war-zu Ai, rak me a lakaio anezhi etre da zaouarn. Jozue a astennas war-zu kêr ar speg a oa en e zorn.

19  Ar re a oa e ged a savas buan eus al lec’h ma oant, hag en em lakajont da redek, kerkent ha m’en doa astennet e zorn. Hag ez ejont e kêr, hag e kemerjont anezhi, hag e hastjont lakaat an tan enni.

20  Tud Ai, o sellout war o lerc’h, a sellas moged kêr a bigne war-zu an neñv. N’o doa ket tu da dec’hout amañ pe ahont. Hag ar bobl a dec’he war-zu ar gouelec’h, a droas a-enep ar re a yae war o lerc’h,

21  rak Jozue hag holl Israel a welas e oa bet kemeret kêr gant ar ged hag e pigne moged kêr, hag e tistroint da bilat tud Ai.

22  Ar re all a zeuas ivez eus kêr a-ziarbenn dezho. Evel-se e voent goloet e-kreiz an Israeliz, darn en un tu ha re all en un tu all. Hag e voent pilet ken na vanas hini anezho bev pe war dec’h.

23  Roue Ai a voe tapet bev, hag e tegasjont anezhañ da Jozue.

24  P’en doe echu Israel da lazhañ holl annezidi Ai, er parkeier, er gouelec’h, el lec’h ma oa aet war o lerc’h, pa voent lazhet holl gant barvenn ar c’hleze betek an diwezhañ, an holl Israeliz a zistroas da Ai hag a skoas warni gant troc’h ar c’hleze.

25  An holl re a gouezhas en deiz-se, gwazed ha gwragez, a voe daouzek mil, holl dud eus Ai.

26  Jozue ne dennas ket e zorn, en doa astennet gant e speg, ken na voe lakaet da verz holl annezidi Ai.

27  Nemet e preizhas an Israeliz evito al loened ha diwisk kêr, hervez ar gomz en doa gourc’hemennet an AOTROU da Jozue.

28  Jozue a zevas Ai, hag a reas anezhi ur bern peurbadus a zistruj, a zo chomet betek hiziv.

29  Neuze e krougas ouzh ur c’hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c’hourc’hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c’hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.

30  Neuze Jozue a savas un aoter d’an AOTROU war Venez Ebal,

31  evel m’en doa gourc’hemennet Moizez servijer an AOTROU da vibien Israel, hag evel ma’z eo skrivet e levr lezenn Moizez. Un aoter savet gant mein diaoz e oa, ha ne oant ket bet stoket outo gant an houarn. Profañ a rejont warni loskaberzhoù d’an AOTROU, hag e kinnigjont aberzhoù a drugarekadennoù.

32  Hag e skrivas war ar vein un adskrid eus lezenn Moizez, en doa hemañ skrivet dirak mibien Israel.

33  Hag holl Israel, e henaourien, e ofiserien, e varnerien, en em zalc’he a bep tu d’an arc’h, dirak an aberzhourien, al Levited, a zouge arc’h emglev an AOTROU, an diavaezidi evel an henvroidi, un hanter anezho ouzh kostez Menez Gerizim hag un hanter all ouzh kostez Menez Ebal, evel m’en doa gourc’hemennet diagent Moizez servijer an AOTROU, evit bennigañ pobl Israel.

34  Goude-se e lennas holl gomzoù al lezenn, ar bennozhioù hag ar mallozhioù, hervez kement a zo skrivet e levr al lezenn.

35  Ne voe netra a gement en doa gourc’hemennet Moizez, ha ne voe lennet gant Jozue dirak holl vodadenn Israel, gant ar gwragez, ar vugale hag an diavaezidi a gerzhe en o zouez.

 

Pennad 9

Kevre ar roue eus Kanaan. Gwidre tud Gabaon

1  Pa glevas an traoù-se an holl rouaned a oa en tu-mañ d’ar Jordan, er menez, er blaenenn ha war holl aodoù ar Mor Bras dirak al Liban, an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz,

2  en em unanjont holl asambles d’ober brezel da Jozue ha da Israel, a-unvan.

3  Met tud Gabaon, o vezañ klevet ar pezh en doa graet Jozue da Jeriko ha da Ai,

4  a yeas dre widre. En em lakaat a rejont en hent, gant bevañs evit ur veaj; kemer a rejont seier kozh evit o ezen ha seier-lêr-gwin kozh, diframmet ha takonet,

5  hag en o zreid botoù kozh adwriet, ha warno dilhad kozh. Hag o holl vara-pourvez a oa sec’h ha louet.

6  Mont a rejont da gavout Jozue e kamp Gilgal hag e lavarjont dezhañ ha da dud Israel: Deuet omp eus ur vro bell, ha bremañ grit un emglev ganeomp.

7  Tud Israel a respontas d’an Hevianed-se: Marteze emaoc’h o chom en hon touez, ha penaos a raimp un emglev ganeoc’h?

8  Int a lavaras da Jozue: Da servijerien omp! Jozue a lavaras dezho: Piv oc’h hag a-belec’h e teuit?

9  Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt,

10  ha kement en deus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d’ar Jordan, da Sihon roue Hesbon, ha da Og roue Basan, a oa en Ashtarod.

11  Hon henaourien hag holl dud hor bro o deus lavaret deomp: Kemerit ganeoc’h bevañs evit an hent, kit d’o c’havout ha lavarit dezho: Ho servijerien omp! Bremañ, grit un emglev ganeomp.

12  Setu amañ hor bara. Kemeret hon eus anezhañ tomm-mat eus hon tiez evit hor pourvezioù en deiz ma hon doa aet er-maez evit dont betek ennoc’h, ha bremañ ez eo sec’h ha louet.

13  Setu amañ hor seier-lêr-gwin, hon doa leuniet nevez holl, diframmet int. Ha setu hon dilhad hag hor botoù, a zo aet da fall dre ur veaj ken hir.

14  An dud a zegemeras eus o fourvezioù, ha ne c’houlennjont netra ouzh genoù an AOTROU.

15  Jozue a reas ar peoc’h ganto hag a reas un emglev ganto, o warantiñ dezho ma vevjent. Hag ar re gentañ eus ar vodadenn a reas ul le dezho.

16  A-benn tri deiz goude bezañ graet an emglev ganto, ec’h anavezjont penaos e oant o amezeien ha penaos e oant o chom en o zouez.

17  Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c’hêrioù d’an trede deiz. O c’hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.

18  Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentañ eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c’hrozmolas a-enep ar re gentañ.

19  Neuze e lavaras ar re gentañ d’an holl vodadenn: Graet hon eus ul le dezho dre an AOTROU Doue Israel, bremañ ne c’hellomp ket stokañ outo.

20  Evel-henn e raimp: o lezel a raimp da vevañ, evit na zeuio kounnar ebet en abeg d’al le hon eus touet dezho,

21  Ar re gentañ a lavaras eta dezho: Bevañ a raint! Hag e voent implijet da droc’hañ koad ha da dennañ dour evit an holl vodadenn, evel ma o deus lavaret dezho ar re gentañ.

22  Jozue a c’halvas anezho hag a gomzas outo o lavarout: Perak hoc’h eus touellet ac’hanomp o lavarout: Ni a zo o chom pell bras diouzhoc’h, e-pad ma’z oc’h o chom en hon touez?

23  Bremañ eta ez oc’h milliget, hag e viot sklaved dibaouez, troc’herien goad ha tennerien dour evit ti va Doue.

24  Neuze e respontjont da Jozue o lavarout: Lavaret eo bet da’z servijerien penaos an AOTROU da Zoue en doa gourc’hemennet da Voizez e servijer, reiñ deoc’h an holl vro ha lakaat d’ar marv he holl dud dirazoc’h, hag hon eus bet aon-meurbet evit hor buhez dirazoc’h, hag hon eus graet kement-se.

25  Bremañ emaomp etre da zaouarn, gra evel ma seblanto dit mat ha reizh ober deomp.

26  Ober a reas evel-se dezho, hag e tieubas anezho eus dorn mibien Israel, ha ne voent ket lakaet d’ar marv.

27  Jozue a lakaas anezho en deiz-se troc’herien goad ha tennerien dour evit ar vodadenn hag evit aoter an AOTROU, el lec’h ma tibabfe, betek hiziv.

 

Pennad 10

Ar pemp roue trec’het gant Jozue. An heol hag al leor a arsav

1  Pa glevas Adoni-Zedek roue Jeruzalem penaos en doa kemeret Jozue Ai ha penaos en doa he lakaet da verz, penaos en doa graet da Ai ha d’e roue evel m’en doa graet da Jeriko ha d’e roue, ha penaos tud Gabaon o doa graet ar peoc’h gant an Israeliz hag a oa o chom en o zouez,

2  en doe aon-meurbet, rak Gabaon a oa ur gêr vras, evel unan eus ar c’hêrioù roueel; brasoc’h e oa eget Ai hag hec’h holl dud a oa kadarn.

3  Adoni-Zedek roue Jeruzalem a gasas da gavout Hoham roue Hebron, Piram roue Jarmud, Jafia roue Lakish ha Debir roue Eglon, da lavarout:

4  Pignit da’m c’havout ha sikourit ac’hanon, hag e skoimp war Gabaon, rak graet he deus ar peoc’h gant Jozue ha gant mibien Israel.

5  Ar pemp roue eus an Amoreaned: roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish, roue Eglon, en em zastumas hag a bignas gant o holl luioù, hag e kampjont a-enep Gabaon, hag e vrezeljont outi.

6  Tud Gabaon a gasas da gavout Jozue da gamp Gilgal, da lavarout: Na zilez ket da zorn diouzh da servijerien, pign buan d’hor c’havout, dieub ac’hanomp ha ro sikour deomp, rak holl rouaned an Amoreaned a zo o chom war ar menez, a zo en em zastumet a-enep deomp.

7  Jozue a bignas eus Gilgal, eñ hag e holl dud a vrezel gantañ, hag an holl dud kadarn ha kreñv.

8  An AOTROU a lavaras da Jozue: Na’z pez ket aon, o lakaet em eus etre da zaouarn, hini anezho ne zalc’ho dirazout.

9  Jozue a zeuas buan d’o c’havout, e-pad an noz e pignas eus Gilgal.

10  An AOTROU a zisparfoeltras anezho dirak Israel, a reas ul lazhadeg vras e-kichen Gabaon. Mont a reas war o lerc’h dre hent krav Bet-Horon, hag o filas betek Azeka ha Makkeda.

11  Evel ma tec’hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc’h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c’hleze.

12  Jozue a gomzas d’an AOTROU en deiz ma roas an AOTROU an Amoreaned da vibien Israel, hag e lavaras dirak daoulagad Israel: Heol, chom a-sav war Gabaon! Loar, war draonienn Ajalon!

13  An heol a chomas a-sav, al loar a arsavas ivez, betek m’en doe en em veñjet ar bobl eus hec’h enebourien. Ha n’eo ket skrivet-se e levr Jasher (= an hini reizh)? An heol a arsavas e-kreiz an neñvoù ha ne hastas ket d’en em guzhat war-dro un devezh leun.

14  Ne voe deiz ebet evel hennezh, nag a-raok na goude, ma selaouas an AOTROU mouezh un den, rak an AOTROU a vrezelas evit Israel.

15  Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal.

16  Ar pemp roue a dec’has hag en em guzhas en ur vougev e Makkeda.

17  Dezrevellet e voe kement-se da Jozue o lavarout: Kavet eo bet ar pemp roue, kuzhet en ur vougev e Makkeda.

18  Jozue a lavaras: Ruilhit mein bras ouzh digor ar vougev, ha lakait en he c’hichen tud d’he diwall.

19  C’hwi, na baouezit ket, redit war-lerc’h hoc’h enebourien, krogit enno, n’o lezit ket da vont en o c’hêrioù, rak an AOTROU ho Toue en deus o lakaet etre ho taouarn.

20  Pa o doe echu Jozue ha mibien Israel d’ober ul lazhadeg vras anezho, betek o distrujañ holl, ha ma voe en em dennet e kêrioù kreñv ar re a c’hellas tec’hout diouto,

21  an holl bobl a zistroas e peoc’h d’ar c’hamp da gavout Jozue, da Vakkeda. Den ne fiñvas e deod a-enep mibien Israel.

22  Jozue a lavaras: Digorit genoù ar vougev, ha grit dont er-maez d’ar pemp roue hag o degasit din.

23  Hag e rejont evel-se. Lakaat a rejont ar pemp roue da zont er-maez eus ar vougev, roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish ha roue Eglon, hag o degasjont dezhañ.

24  Pa o doe degaset ar rouaned-se da Jozue, Jozue a c’halvas holl dud Israel, hag e lavaras da ofiserien an dud a vrezel a oa aet gantañ: Tostait ha lakait ho treid war c’houzougoù ar rouaned-mañ. Hag e tostajont hag e lakajont o zreid war o gouzougoù.

25  Jozue a lavaras: Na spontit ket ha n’ho pet ket aon, en em galonekait ha bezit kreñv, rak evel-se eo e raio an AOTROU d’hoc’h holl enebourien ho po da vrezeliñ outo.

26  Goude-se Jozue o skoas hag o lakaas d’ar marv, hag e krougas anezho ouzh pemp koad, hag e chomjont krouget ouzh ar c’hoadoù betek an abardaez.

27  Evel ma’z ae an heol da guzh, Jozue a c’hourc’hemennas diskenn anezho digant ar c’hoadoù. Taolet e voent er vougev ma oant en em guzhet; ouzh digor ar vougev e voe lakaet mein bras, hag emaint eno betek hiziv.

28  Jozue a gemeras ivez Makkeda en deiz-se hag a skoas warni gant troc’h ar c’hleze. Lakaat a reas da verz he roue hag he zud a oa enni; ne lezas den da dec’hout kuit, hag e reas da roue Makkeda evel m’en doa graet da roue Jeriko.

29  Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Makkeda da Libna, hag e vrezelas a-enep Libna.

30  An AOTROU he lakaas etre daouarn Israel gant he roue, hag e skoas warni gant troc’h ar c’hleze, ha war an holl dud a oa enni; ne lezas den da dec’hout kuit, hag e reas d’he roue evel m’en doa graet da roue Jeriko.

31  Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Libna da Lakish, hag e kampas en hec’h enep, hag e vrezelas outi.

32  An AOTROU a lakaas Lakish etre daouarn Israel, a gemeras anezhi d’an eil deiz; hag e skoas warni gant troc’h ar c’hleze, ha war an holl dud a oa enni, evel m’en doa graet da Libna.

33  Neuze Horam roue Gezer a bignas da sikour Lakish. Jozue a skoas warnañ ha war e bobl, ha ne lezas den da dec’hout kuit.

34  Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Lakish da Eglon, hag e kampjont en hec’h enep, hag e vrezeljont outi.

35  Hag he c’hemerjont en deiz-se, hag e skojont warni gant troc’h ar c’hleze. Lakaat a reas da verz en deiz-se an holl dud a oa enni, evel m’en doa graet da Lakish.

36  Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a bignas eus Eglon da Hebron, hag e vrezeljont outi.

37  Hag he c’hemerjont, hag e skojont warni gant troc’h ar c’hleze, war he roue, war hec’h holl gêriadennoù ha war an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec’hout kuit, evel m’en doa graet da Eglon. He lakaas da verz gant an holl dud a oa enni.

38  Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas war o c’hiz war-zu Debir, hag e vrezelas outi.

39  Hag he c’hemeras gant he roue hag hec’h holl gêriadennoù, hag e skojont warno gant troc’h ar c’hleze. Lakaat a reas da verz an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec’hout kuit; hag e reas da Zebir ha d’he roue evel m’en doa graet da Hebron hag evel m’en doa graet da Libna ha d’he roue.

40  Jozue a skoas eta war ar vro holl, war ar menez, ar c’hreisteiz, ar blaenenn, ar c’hrec’hioù, gant o holl rouaned. Ne lezas den da dec’hout kuit, hag e lakaas da verz kement a anale, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU Doue Israel.

41  Jozue a skoas evel-se warno adalek Kadesh-Barnea betek Gaza, hag holl vro C’hoshen betek Gabaon.

42  Jozue a gemeras en ur wech an holl rouaned-se hag o broioù, rak an AOTROU Doue Israel a vrezele evit Israel.

43  Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal.

 

Pennad 11

Trec’hioù all

1  Pa glevas Jabin roue Hazor an traoù-mañ, e kasas da gavout Jobab roue Madon, roue Shimron, roue Akshaf,

2  hag ar rouaned a oa o chom en hanternoz, er menez, er blaenenn e kreisteiz Kinnered, en draonienn, war grec’hioù Dor war-zu ar c’huzh-heol,

3  ar Gananeiz eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz er menez, an Hevianed e traoñ an Hermon e bro Vizpa.

4  Mont a rejont er-maez gant o holl luioù, ur bobl diniver, ken niverus hag an traezh a zo war ribl ar mor, gant kezeg ha kirri niverus-meurbet.

5  An holl rouaned-se en em unanas hag a zeuas da gampiñ asambles e-kichen doureier Merom, evit brezeliñ ouzh Israel.

6  An AOTROU a lavaras da Jozue: Na’z pez ket aon razo, rak warc’hoazh, war-dro d’ar c’houlz-mañ, e lakain anezho holl gloazet d’ar marv dirak Israel. Troc’hañ a ri o garoù d’o c’hezeg, hag e tevi o c’hirri en tan.

7  Jozue gant e holl dud a vrezel a zeuas eta buan a-enep dezho e-kichen doureier Merom, hag e kouezhjont warno.

8  An AOTROU a lakaas anezho etre daouarn Israel, a bilas anezho hag a redas war o lerc’h betek Sidon ar Vras ha betek Misrefod-Maim, ha betek traonienn Vizpa war-zu ar sav-heol; o filet o deus en doare na lezjont den da dec’hout kuit.

9  Jozue a reas evel m’en doa lavaret an AOTROU dezhañ, troc’hañ a reas o garoù d’o c’hezeg, hag e tevas o c’hirri en tan.

10  Evel ma tistroe Jozue en hevelep amzer-se, e kemeras Hazor hag e skoas war e roue gant ar c’hleze, rak Hazor a oa bet gwechall kêrbenn an holl rouantelezhioù-se.

11  Lazhañ a rejont gant barvenn ar c’hleze an holl dud a oa enni, hag e lakajont anezhi da verz; ne chomas netra eus ar pezh a anale, hag e voe devet Hazor en tan.

12  Jozue a gemeras ivez holl gêrioù ar rouaned-se, gant o holl rouaned, hag e lazhas anezho gant barvenn ar c’hleze; hag o lakaas da verz, evel m’en doa gourc’hemennet Moizez servijer an AOTROU.

13  Met Israel ne zevas hini ebet eus ar c’hêrioù a oa war ur c’hrec’h, nemet Hazor hepken a voe devet gant Jozue.

14  Mibien Israel a breizhas evito holl ziwisk ar c’hêrioù-se hag al loened. Lazhañ a rejont gant barvenn ar c’hleze an holl dud betek ma vefent distrujet holl; ne voe lezet netra eus ar re a anale.

15  Evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez e servijer, evel m’en doa gourc’hemennet Moizez da Jozue, evel-se e reas Jozue. Ne lamas netra eus ar pezh en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

16  Jozue a gemeras eta an holl vro-se, ar menez, an holl greisteiz, holl vro C’hoshen, an draonienn, ar blaenenn, menez Israel gant e draoniennoù,

17  adalek Menez Halak a bign da Seir, betek Baal-Gad e traonienn al Liban, e traoñ Menez Hermon. Hag e tapas ivez o holl rouaned, e skoas warno hag o lakaas d’ar marv.

18  Jozue a reas ar brezel a-enep an holl rouaned-se e-pad pell amzer.

19  Ne voe kêr ebet hag a reas ar peoc’h gant mibien Israel, nemet an Hevianed a oa o chom e Gabaon. O c’hemer a rejont holl en ur stourm,

20  ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU, en doa kaletaet o c’halon evit mont d’ar brezel a-enep Israel hag evit bezañ lakaet da verz hep ma vije trugarez evito, hag evit ma vefent distrujet evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

21  En amzer-se Jozue a zeuas hag a lazhas an Anakim eus ar menezioù, eus Hebron, eus Debir, eus Anab, hag eus holl venez Juda. Eñ o lakaas da verz, gant o c’hêrioù.

22  Ne chomas ket a Anakim e bro mibien Israel, nemet e Gaza, e Gad hag en Asdod.

23  Jozue a gemeras eta an holl vro hervez kement en doa lavaret an AOTROU da Voizez; Jozue a roas anezhi da Israel evel hêrezh, hervez o meuriad pep a lodenn. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.

 

Pennad 12

Ar rouaned trec’het gant Moizez ha Jozue

1  Setu rouaned ar vro a voe trec’het gant mibien Israel; hag e perc’hennjont o bro en tu all d’ar Jordan etrezek ar sav-heol, adalek froud an Arnon betek Menez Hermon hag an holl blaenenn er sav-heol:

2  Sihon roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon. Ren a rae adalek Aroer, a zo war ribl froud an Arnon, adalek kreiz ar froud hag an hanter eus Galaad, betek froud ar Jabok, harz mibien Ammon,

3  ha war ar blaenenn betek ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol, ha betek mor ar blaenenn, a zo Mor an Holen, er sav-heol war hent Bet-Jeshimod, ha war-zu ar c’hreisteiz betek traoñ ar Pisga.

4  Douar Og roue Basan, un nemorant eus ar Refaim, a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.

5  Ren a rae war Venez Hermon, war Salka ha war Vasan en e bezh betek harzoù ar C’heshurianed hag ar Vaakatianed, hag an hanter eus Galaad ouzh harz Sihon roue Hesbon.

6  Moizez servijer an AOTROU ha mibien Israel a bilas anezho, ha Moizez servijer an AOTROU a roas d’o ferc’hennañ d’ar Rubeniz, d’ar C’hadiz ha da hanter-veuriad Manase.

7  Setu rouaned ar vro a voe trec’het gant Jozue ha gant mibien Israel en tu-mañ d’ar Jordan, etrezek ar c’huzh-heol, adalek Baal-Gad e traonienn al Liban betek Menez Halak a bign da Seir; Jozue a roas da berc’hennañ da veuriadoù Israel, pep a lodenn,

8  ar menezioù, an traoniennoù, ar plaenennoù, ar c’hrec’hioù, ar gouelec’h hag ar c’hreisteiz, e-lec’h ma oa an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.

9  Roue Jeriko, unan; roue Ai e-kichen Betel, unan;

10  roue Jeruzalem, unan; roue Hebron, unan;

11  roue Jarmud, unan; roue Lakish, unan;

12  roue Eglon, unan; roue Gezer, unan;

13  roue Debir, unan; roue Geder, unan;

14  roue Horma, unan; roue Arad, unan;

15  roue Libna, unan; roue Adullam, unan;

16  roue Makkeda, unan; roue Betel, unan;

17  roue Tappuak, unan; roue Hefer, unan;

18  roue Afek, unan; roue Saron, unan;

19  roue Madon, unan; roue Hazor, unan;

20  roue Shimron-Meron, unan; roue Akshaf, unan;

21  roue Taanak, unan; roue Megiddo, unan;

22  roue Kedesh, unan; roue Jokneam war ar C’harmel, unan;

23  roue Dor war grec’h Dor, unan; roue Goim e-kichen Gilgal, unan;

24  roue Tirza, unan. An holl rouaned: unan ha tregont.

 

Pennad 13

Lodennañ bro Ganaan

1  Jozue a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU a lavaras dezhañ: Te a zo kozh hag oadet bras, hag e chom ur vro bras-meurbet da berc’hennañ.

2  Setu amañ ar vro a chom: holl zouaroù ar Filistined, hag ar C’heshurianed;

3  adalek ar Shihor a red a-dal d’an Ejipt betek harz Ekron war-zu an hanternoz, kontet evel Kananeat ez eus pemp penn-bras ar Filistined: hini Gaza, hini Asdod, hini Askalon, hini Gath hag hini Ekron; an Aviz

4  war-zu ar c’hreisteiz, hag holl vro ar Gananeiz, ha Meara a zo d’ar Sidoniz, betek Afek ha betek harz an Amoreaned;

5  bro ar C’hibliz hag al Liban holl war-zu ar sav-heol, adalek Baal-Gad e traoñ Menez Hermon betek digor Hamad,

6  hag holl annezidi ar menez, adalek al Liban betek Misrefod-Maim, hag an holl Sidoniz. Me o c’haso kuit dirak mibien Israel. Laka hepken kement-se evel hêrezh da Israel, evel ma em eus gourc’hemennet dit,

7  ha lodenn bremañ ar vro-se en hêrezh d’an nav meuriad ha da hanter-veuriad Manase.

8  An hanter all, ar Rubeniz hag ar C’hadiz o deus bet o hêrezh, en deus roet Moizez dezho en tu all d’ar Jordan er sav-heol, evel m’en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU,

9  adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gêr a zo e-kreiz ar froud, ha plaenenn Medeba betek Dibon,

10  hag holl gêrioù Sihon roue an Amoreaned a rene en Hesbon betek harz mibien Ammon,

11  ha Galaad, ha douaroù ar C’heshurianed hag ar Vaakatianed, hag holl Venez Hermon, ha Basan en e bezh betek Salka,

12  hag holl rouantelezh Og e Basan a rene en Ashtarod hag en Edrei, un nemorant eus ar Refaim. Moizez a bilas anezho hag o c’hasas kuit.

13  Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C’heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C’heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.

14  Ha ne voe ket roet a hêrezh da veuriad Levi; ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU Doue Israel a voe e hêrezh, evel m’en doa lavaret dezhañ.

15  Moizez a roas ul lodenn da veuriad mibien Ruben hervez o ziegezhioù.

16  O douaroù a voe adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gêr a zo e-kreiz ar froud, hag ar blaenenn e-kichen Medeba,

17  hag Hesbon hag hec’h holl gêrioù war ar blaenenn, Dibon, Bamod-Baal, Bet-Baal-Meon,

18  Jahaz, Kedemod, Mefaad,

19  Kirjataim, Sibma, Zered-Hashahar war venez an draonienn,

20  Bet-Peor, krec’hioù ar Pisga, Bet-Jeshimod,

21  hag holl gêrioù ar blaenenn, hag holl rouantelezh Sihon roue an Amoreaned a rene en Hesbon; Moizez a bilas anezhañ gant priñsed Madian, Evi, Rekem, Zur, Hur ha Reba, a oa e dalc’h Sihon hag a oa o chom er vro.

22  Mibien Israel a lazhas gant barvenn ar c’hleze Balaam mab Beor, an divinour, e-touez ar re a voe lakaet d’ar marv ganto.

23  Harz mibien Ruben a voe ar Jordan hag e harz. Hennezh e voe hêrezh mibien Ruben hervez o ziegezhioù, ar c’hêrioù-se hag o c’hêriadennoù.

24  Moizez a roas ul lodenn da veuriad Gad, da vibien Gad, hervez o ziegezhioù.

25  O douaroù a voe Jaezer, hag holl gêrioù Galaad, hag hanter vro mibien Ammon betek Aroer a zo a-dal da Rabba,

26  hag adalek Hesbon betek Ramad-Mizpe ha Betonim, hag adalek Mahanaim betek harz Debir,

27  hag en draonienn, Bet-Haram, Bet-Nimra, Sukkod, Zafon, nemorant rouantelezh Sihon roue Hesbon, ar Jordan a oa an harz betek penn Mor Kinnered en tu all d’ar Jordan, war-zu ar sav-heol.

28  Hennezh e voe hêrezh mibien Gad hervez o ziegezhioù, ar c’hêrioù-se hag o c’hêriadennoù.

29  Moizez a roas ul lodenn da hanter-veuriad Manase, da hanter-skourr mibien Manase, hervez o ziegezhioù.

30  O douaroù a voe adalek Mahanaim ar Basan en e bezh, hag holl rouantelezh Og roue Basan, hag holl c’hêriadennoù Jair a zo e Basan, tri-ugent kêr.

31  Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d’un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.

32  Hennezh e voe an hêrezh a lodennas Moizez e plaenennoù Moab, en tu all d’ar Jordan, a-dal da Jeriko, war-zu ar sav-heol.

33  Moizez ne roas ket a hêrezh da veuriad Levi, an AOTROU Doue Israel a voe o hêrezh, evel m’en doa lavaret dezho.

 

Pennad 14

Kaleb a resev Hebron da hêrezh

1  Setu amañ hêrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hêrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel.

2  O hêrezh a voe roet dezho dre ar sord, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU dre Voizez evit an nav meuriad hag an hanter-veuriad.

3  Rak Moizez en doa roet o hêrezh da zaou veuriad ha d’un hanter-veuriad en tu all d’ar Jordan, met n’en devoa ket roet a hêrezh d’al Levited en o zouez.

4  Mibien Jozef a rae daou veuriad, Manase hag Efraim, ha ne voe ket roet a lod d’al Levited er vro, nemet kêrioù da chom enno gant o douaroù tro-dro evit o chatal hag evit o madoù.

5  Mibien Israel a reas evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez, hag e lodennjont ar vro.

6  Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C’henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.

7  Oadet a zaou-ugent vloaz e oan pa gasas Moizez servijer an AOTROU ac’hanon eus Kadesh-Barnea evit spiañ ar vro, hag e rentis dezhañ kont en eeunder va c’halon.

8  Va breudeur a oa pignet ganin a lakaas kalon ar bobl da deuziñ, met me a heulias en holl leunder an AOTROU va Doue.

9  Moizez a douas en deiz-se o lavarout: A-dra-sur an douar en deus mac’het da droad a vo da viken un hêrezh evidout hag evit da vibien, dre ma ec’h eus heuliet en holl leunder an AOTROU va Doue.

10  Ha bremañ, setu, an AOTROU en deus miret din va buhez, evel m’en doa lavaret. Bez’ ez eus pemp bloaz ha daou-ugent abaoe m’en deus lavaret an AOTROU ar gomz-se da Voizez, pa gerzhe Israel er gouelec’h, hag hiziv, setu, em eus an oad a bemp bloaz ha pevar-ugent.

11  Hag ez on c’hoazh hiziv ken nerzhus hag en deiz ma kasas ac’hanon Moizez; bez’ em eus bremañ an hevelep nerzh hag an hini em boa neuze evit ar brezel hag evit mont ha dont.

12  Ro din eta ar menez en doa komzet an AOTROU diwar e benn en deiz-se, rak klevet ec’h eus en deiz-se edo an Anakim eno, gant kêrioù bras ha kreñv. Marteze e vo an AOTROU ganin hag e kasin anezho kuit, evel m’en deus lavaret an AOTROU.

13  Jozue a vennigas anezhañ, hag e roas Hebron da Galeb mab Jefune da hêrezh.

14  Setu perak e voe Hebron da Galeb mab Jefune ar C’henizian da hêrezh betek hiziv, dre m’en doa heuliet en holl leunder an AOTROU Doue Israel.

15  Anv Hebron a oa gwechall Kirjad-Arba, hag a oa bet un den galloudek e-touez an Anakim. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.

 

Pennad 15

Lodenn roet da Juda

1  Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da vibien Juda, hervez o ziegezhioù. War harz Edom, gouelec’h Zin war-zu ar su a oa ar penn pellañ eus ar c’hreisteiz.

2  An harz kreisteiz a yae eus penn Mor an Holen, adalek ar vrec’h a sell war-zu ar c’hreisteiz,

3  hag ez ae e kreisteiz krec’hienn Akrabim, hag e tremene dre Zin, hag e pigne da greisteiz Kadesh-Barnea, hag e tremene dre Hezron, hag e pigne da Adar, hag e troe da Garkaa,

4  hag e tremene dre Azmon, hag ez ae da froud an Ejipt; dibenn an harz a oa ar mor. Hennezh e voe an harz kreisteiz.

5  An harz reter a oa Mor an Holen betek genoù ar Jordan. An harz hanternoz a yae eus brec’h ar mor a zo e genoù ar Jordan;

6  an harz a bigne da Vet-Hogla, hag e tremene en hanternoz Bet-Araba, hag e pigne an harz betek maen Bohan, mab Ruben,

7  hag e pigne an harz betek Debir e-kichen traonienn Akor, hag ez ae war-zu an hanternoz betek Gilgal, a zo dirak krec’hienn Adummim, e kreisteiz ar froud, hag e tremene an harz e-kichen doureier En-Shemesh, hag e tape da En-Rogel,

8  hag e pigne an harz dre draonienn mab Hinnom war-zu kreisteiz Jebuz, a zo Jeruzalem, hag e pigne an harz betek lein ar menez a zo a-dal da draonienn Hinom ouzh ar c’huzh-heol hag e dibenn traonienn ar Refaim ouzh an hanternoz,

9  hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kêrioù menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim,

10  hag e troe an harz eus Baala d’ar c’huzh-heol war-zu menez Seir, hag e tremene en hanternoz menez Jearim, a zo Kesalon, hag e tiskenne da Vet-Shemesh, hag e tremene dre Dimna,

11  hag en em astenne an harz e tu hanternoz Ekron, hag ez ae da gavout Shikron, hag e tremene dre venez Baala, hag ez ae da Jabneel, hag an harz a zeue d’ar mor.

12  An harz kornôg a oa ar Mor Bras hag e ribl. Evel-se e voe harzoù mibien Juda, a bep tu, hervez o ziegezhioù.

13  Roet e voe da Galeb mab Jefune ul lodenn e-touez mibien Juda, hervez gourc’hemenn an AOTROU da Jozue, Kirjad-Arba, a zo Hebron; Arba a oa tad Anak.

14  Kaleb a gasas kuit tri mab Anak: Sheshai, Ahiman ha Talmai, bugale Anak.

15  Ac’hane e pignas da gavout annezidi Debir. Anv Debir a oa gwechall Kirjad-Sefer.

16  Kaleb a lavaras: Reiñ a rin va merc’h Aksa da wreg d’an hini a bilo Kirjad-Sefer hag he c’hemero.

17  Otniel mab Kenaz, breur Kaleb, a gemeras anezhi, hag e roas dezhañ Aksa e verc’h da wreg.

18  Pa voe hi erruet, e vountas anezhañ da c’houlenn ur park digant he zad. Hag en em daolas a-ziwar c’horre hec’h azen, ha Kaleb a lavaras dezhi: Petra zo ganit?

19  Hi a respontas: Ro din ur vennozh. Peogwir ec’h eus roet din un douar er c’hreisteiz, ro din ivez mammennoù dour. Hag e roas dezhi mammennoù an nec’h ha mammennoù an traoñ.

20  Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Juda, hervez o ziegezhioù.

21  Kêrioù e dibenn meuriad mibien Juda war-zu harz Edom, er c’hreisteiz a oa: Kabzeel, Eder, Jagur,

22  Kina, Dimona, Adada,

23  Kedesh, Hazor, Itnan,

24  Zif, Telem, Bealod,

25  Hazor-Hadata, Keriod-Hezron, a zo Hazor,

26  Amam, Shema, Moladah,

27  Hazar-Gada, Heshmon, Bet-Paled,

28  Hazar-Shual, Beer-Sheba, Bizjotja,

29  Baala, Iyim, Azem,

30  Eltolad, Kesil, Horma,

31  Ziklag, Madmana, Sansanna,

32  Lebaod, Shilhim, Ain, Rimon. An holl gêrioù: nav warn-ugent, gant o c’hêriadennoù.

33  Er blaenenn: Eshtaol, Zorea, Ashna,

34  Zanoah, En-Gannim, Tapuah, Enam,

35  Jarmud, Adullam, Soko, Azeka,

36  Shaaraim, Aditaim, Gedera, Gederotaim. Ar c’hêrioù-se: pevarzek, gant o c’hêriadennoù.

37  Zenan, Hadasha, Migdal-Gad,

38  Dilean, Mizpe, Jokteel,

39  Lakish, Bozkad, Eglon,

40  Kabbon, Lakmaz, Kitlish,

41  Gederod, Bet-Dagon, Naama, Makkeda. Ar c’hêrioù-se: C’hwezek, gant o c’hêriadennoù.

42  Libna, Eter, Ashan,

43  Jiftak, Ashna, Nezib,

44  Keila, Akzib, Maresha. Ar c’hêrioù-se: nav, gant o c’hêriadennoù.

45  Ekron, gant he c’hêrioù hag he c’hêriadennoù,

46  adalek Ekron war-zu ar mor, an holl re a zo e-kichen Asdod gant o c’hêriadennoù,

47  Asdod, gant he c’hêrioù hag he c’hêriadennoù, Gaza, gant he c’hêrioù hag he c’hêriadennoù, betek froud an Ejipt hag ar Mor Bras, a zo an harz.

48  Er menez: Shamir, Jattir, Soko,

49  Danna, Kirjad-Sanna, a zo Debir,

50  Anab, Eshtemo, Anim,

51  Goshen, Holon, Gilo. Ar c’hêrioù-se: unnek, gant o c’hêriadennoù.

52  Arab, Duma, Eshean,

53  Janum, Bet-Tapuah, Afeka,

54  Humta, Kirjad-Arba, a zo Hebron, Zior. Ar c’hêrioù-se: nav, gant o c’hêriadennoù.

55  Maon, Karmel, Zif, Juta,

56  Jizreel, Jodeam, Zanoah,

57  Kain, Gibea, Timna. Ar c’hêrioù-se: dek, gant o c’hêriadennoù.

58  Halhul, Bet-Zur, Gedor,

59  Maarad, Bet-Anod, Eltekon. Ar c’hêrioù-se: c’hwec’h, gant o c’hêriadennoù.

60  Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, Rabba. Ar c’hêrioù-se: div, gant o c’hêriadennoù.

61  Er gouelec’h: Bet-Araba, Middin, Sekaka,

62  Nibshan, Ir-Hammelak, En-Gedi. Ar c’hêrioù-se: c’hwec’h, gant o c’hêriadennoù.

63  Mibien Juda ne c’helljont ket kas kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem, hag ez eo chomet ar Jebuziz gant mibien Juda e Jeruzalem betek hiziv.

 

Pennad 16

Lodenn roet da Efraim

1  Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da vibien Jozef. En em astenn a rae adalek ar Jordan e-kichen Jeriko da zoureier Jeriko ouzh ar reter, betek ar gouelec’h a bign eus Jeriko da venez Betel,

2  hag ez ae eus Betel da Luz, hag e tremene war harz an Arkianed en Atarod,

3  hag e tiskenne war-zu ar c’huzh-heol da harz ar Jafletiz ha da harz Bet-Horon-Izel, ha betek Gezer, hag e tape ar mor.

4  Evel-se mibien Jozef, Manase hag Efraim, o doe o hêrezh.

5  Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioù. Harz reter o hêrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel,

6  hag ez ae an harz war-zu ar mor da Vikmetad en hanternoz, hag e troe an harz war-zu ar sav-heol etrezek Taanad-Silo, hag e tremene war-zu ar sav-heol dre Janoak,

7  hag e tiskenne eus Janoak da Atarod ha da Naarad, hag e tizhe Jeriko, hag e tape ar Jordan,

8  hag ez ae an harz eus Tappuak war-zu ar c’huzh-heol betek froud Kanah, hag e tape ar mor. Hennezh e voe hêrezh mibien Efraim hervez o ziegezhioù.

9  Mibien Efraim o doa ivez kêrioù distag e-kreiz hêrezh mibien Manase, kêrioù gant o c’hêriadennoù.

10  Hogen ne gasjont ket kuit ar Gananeiz a oa o chom e Gezer, hag ez eus bet Kananeiz o chom e-touez Efraim betek hiziv, o servijañ evel sklaved.

 

 

Pennad 17

Lodenn roet da hanter-veuriad Manase en tu-mañ d’ar Jordan

1  Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da veuriad Manase, a oa kentañ-ganet Jozef. E-keñver Makir, kentañ-ganet Manase ha tad da C’halaad, dre ma oa un den a vrezel, en doa bet Galaad ha Basan.

2  Mibien all Manase, hervez o ziegezhioù, a zo: mibien Abiezer, mibien Helek, mibien Asriel, mibien Sichem, mibien Hefer, mibien Shemida. Int eo bugale par Manase mab Jozef, hervez o ziegezhioù.

3  Zelofkad mab Hefer, mab Galaad, mab Makir, mab Manase, n’en doe ket a vibien met merc’hed. Anvioù merc’hed Zelofkad a oa: Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.

4  Dont a rejont dirak Eleazar an aberzhour, dirak Jozue mab Nun ha dirak ar briñsed, o lavarout: An AOTROU en deus gourc’hemennet da Voizez reiñ deomp un hêrezh e-touez hor breudeur. Hag e voe roet dezho, hervez gourc’hemenn an AOTROU, un hêrezh e-touez breudeur o zad.

5  Dek lodenn a zegouezhas da Vanase ouzhpenn broioù Galaad ha Basan en tu all d’ar Jordan,

6  rak merc’hed Manase o doe un hêrezh e-touez e vibien. Ha bro Galaad a voe evit mibien all Manase.

7  Harz Manase a yae eus Aser betek Mikmetad a-dal da Sichem, hag ez ae an harz da Jamin da gavout annezidi En-Tappuak.

8  Bro Tappuak a oa da Vanase, met Tappuak a oa war harz Manase hag a oa da vibien Efraim.

9  Hag e tiskenne an harz da froud Kana, da greisteiz ar froud. Ar c’hêrioù-se a oa da Efraim, e-kreiz kêrioù Manase. Hag ez ae harz Manase en hanternoz ar froud, hag e tape ar mor.

10  Ar c’hreisteiz a oa da Efraim, an hanternoz a oa da Vanase, hag ar mor a oa an harz, hag e stokent ouzh Aser en hanternoz hag ouzh Isakar er sav-heol.

11  Manase en doa en Isakar hag en Aser: Bet-Shean gant he c’hêrioù, Jibleam gant he c’hêrioù, annezidi Dor gant he c’hêrioù, annezidi En-Dor gant he c’hêrioù, annezidi Taanak gant he c’hêrioù, annezidi Megiddo gant he c’hêrioù, tri c’horn-bro.

12  Mibien Manase ne c’helljont ket kas kuit ar re a oa er c’hêrioù-se, hag ar Gananeiz a fellas dezho chom er vro-se.

13  Pa voe en em greñvaet mibien Israel, e rejont d’ar Gananeiz servijañ evel sklaved, met ne gasjont ket kuit anezho holl.

14  Mibien Jozef a gomzas ouzh Jozue o lavarout: Perak ec’h eus roet din da hêrezh ul lodenn hepken, pa’z on ur bobl niverus, en deus benniget an AOTROU betek-henn?

15  Jozue a lavaras: Mard out ur bobl niverus, pign d’ar goadeg, ha troc’h anezhi d’ober lec’h evidout e bro ar Ferezianed hag ar Refaim, pa’z eo re enk dit menez Efraim.

16  Mibien Jozef a lavaras: Ar menez ne vo ket a-walc’h deomp, ha kirri houarn o deus an holl Gananeiz a zo o chom war zouar an draonienn, ar re a zo o chom e Bet-Shean hag en he c’hêrioù, hag ar re a zo o chom e traonienn Jizreel.

17  Jozue a lavaras da di Jozef, da Efraim ha da Vanase: Te a zo ur bobl niverus, hag ec’h eus ur galloud bras, ne vo ket ul lodenn hepken evidout.

18  Met ar menez a vo dit, ur goadeg eo, hag e troc’hi anezhi, hag he dibennoù a vo dit, dre ma kasi kuit ar Gananeiz, petra bennak m’o deus kirri houarn ha petra bennak ma’z int kreñv.

 

Pennad 18

An dud kaset d’ober un tres. Lodenn roet da Venjamin

1  Holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, hag e lakajont eno teltenn an engalv. Ar vro a oa bet mestroniet ganto.

2  Met chomet e oa, e-touez mibien Israel, seizh meuriad ha n’o doa ket bet a hêrezh.

3  Jozue a lavaras da vibien Israel: Pegeit e taleot da vont da berc’hennañ ar vro en deus roet deoc’h an AOTROU, Doue ho tadoù?

4  Dibabit tri den dre bep meuriad, hag e kasin anezho. Sevel a raint hag ec’h ergerzhint ar vro, hag e raint un tres anezhi evit he lodennañ; hag e tistroint da’m c’havout.

5  Hag he lodennint e seizh lodenn, Juda a chomo en e harzoù er c’hreisteiz, ha ti Jozef a chomo en e harzoù en hanternoz.

6  Grit un tres eus ar vro e seizh lodenn, hag e tegasot anezhañ din amañ. Hag e taolin ar sord evidoc’h, amañ, dirak an AOTROU hon Doue.

7  Ne vo ket a lodenn evit al Levited en ho touez, rak ar servij evel aberzhourien d’an AOTROU eo o hêrezh. Gad, Ruben hag hanter-veuriad Manase o deus resevet o hêrezh en tu all d’ar Jordan, er sav-heol, ar pezh en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU.

8  An dud-se a savas hag a yeas. Jozue a c’hourc’hemennas d’ar re a yeas ober un tres eus ar vro, o lavarout: Kit, ergerzhit ar vro, grit un tres anezhi ha distroit da’m c’havout, hag e taolin ar sord evidoc’h, amañ, dirak an AOTROU, e Silo.

9  An dud-se a yeas, a ergerzhas ar vro, a reas un tres anezhi en ul levr e seizh lodenn hervez ar c’hêrioù, hag e tistrojont da gavout Jozue da gamp Silo.

10  Jozue a daolas ar sord evito e Silo dirak an AOTROU, ha Jozue a lodennas eno ar vro da vibien Israel, pep e lodenn.

11  Hag ar sord a gouezhas war veuriad mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù, hag an douar a roas ar sord dezho a zegouezhas etre mibien Juda ha mibien Jozef.

12  O harz hanternoz a yae adalek ar Jordan, hag e pigne war gostez hanternoz Jeriko, hag e pigne er menez war-zu ar c’huzh-heol, hag e tape gouelec’h Betaven,

13  hag ez ae ac’hane an harz war-zu Luz, e kreisteiz Luz, a zo Betel, hag e tiskenne an harz da Atarod-Adar, e-kichen ar menez a zo e kreisteiz Bet-Horon-Izel,

14  hag e kendalc’he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c’hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c’hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c’huzh-heol.

15  Tu ar c’hreisteiz a yae eus dibenn Kirjad-Jearim, hag ez ae an harz war-zu ar mor, hag ez ae da vammenn doureier Neftoa,

16  hag e tiskenne an harz betek dibenn ar menez a zo a-dal da draonienn mab Hinnom, a zo traonienn ar Refaim, ouzh an hanternoz, hag e tiskenne an harz dre draonienn Hinnon war gostez kreisteiz ar Jebuziz, hag e tiskenne da En-Rogel,

17  hag e kromme war-zu an hanternoz betek En-Shemesh, ha betek Gelilod a-dal da venez Adummim, hag e tiskenne da vaen Bohan mab Ruben,

18  hag e tremene dre gostez hanternoz a-dal da Araba, hag e tiskenne da Araba,

19  hag e tremene an harz dre gostez hanternoz Bet-Holga, hag e tape an harz brec’h hanternoz Mor an Holen a zo e genoù ar Jordan. Evel-se e voe tu ar c’hreisteiz.

20  Ar Jordan a oa harz tu ar sav-heol. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, e harzoù tro-dro, hervez o ziegezhioù.

21  Kêrioù meuriad mibien Benjamin a oa, hervez o ziegezhioù: Jeriko, Bet-Holga, Emek-Keziz,

22  Bet-Araba, Zemaraim, Betel,

23  Avim, Para, Ofra,

24  Kefar-Ammonai, Ofni, Geba. Ar c’hêrioù-se: daouzek, gant o c’hêriadennoù.

25  Gabaon, Rama, Beerod,

26  Mizpe, Kefira, Moza,

27  Rekem, Jirpeel, Tareala,

28  Zela, Elef, Jebuz, a zo Jeruzalem, Gibead, Kirjad. Ar c’hêrioù-se: pevarzek, gant o c’hêriadennoù. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù.

 

Pennad 19

Lodennoù roet da Simeon, da Zabulon, da Isakar, da Aser, da Neftali da Zan ha da Jozue

1  An eil sord a zegouezhas da Simeon, evit meuriad mibien Simeon, hervez o ziegezhioù, hag o hêrezh a voe e-kreiz hêrezh mibien Juda.

2  Bez’ o doe en o hêrezh: Beer-Sheba, Sheba, Molada,

3  Hazar-Shual, Bala, Azem,

4  Eltolad, Betul, Horma,

5  Ziklag, Bet-Marcabod, Hazar-Suza,

6  Bet-Lebaod, Sharuchen. Ar c’hêrioù-se: trizek, gant o c’hêriadennoù.

7  Ain, Rimmon, Eter, Ashan. Ar c’hêrioù-se: peder, gant o c’hêriadennoù,

8  hag an holl gêriadennoù a oa en-dro d’ar c’hêrioù-se, betek Baalad-Beer, a zo Ramad-ar-C’hreisteiz. Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Simeon, hervez o ziegezhioù.

9  Hêrezh mibien Simeon a voe kemeret diwar lodenn mibien Juda, rak lodenn mibien Juda a oa re vras evito, hag hêrezh mibien Simeon a voe e-kreiz o hêrezh.

10  An trede sord a yeas da vibien Zabulon, hervez o ziegezhioù, hag harz o hêrezh a voe betek Sarid.

11  O harz a bigne d’ar c’huzh-heol da gavout Mareala, hag e stoke ouzh Dabbeshed, hag ouzh ar froud a zo a-dal da Jokneam;

12  hag eus Sarid e troe d’ar reter, war-zu ar sav-heol, etrezek harz Kislod-Tabor, hag ez ae da gavout Dabrad, hag e pigne da Jafia,

13  hag ac’hane e tremene d’ar reter, war-zu ar sav-heol, dre C’had-Efer ha dre Ed-Kazin, hag ez ae da Rimmon, hag ez ae da Nea,

14  hag e troe an harz d’an hanternoz war-zu Hannaton, hag e tape traonienn Jiftakel,

15  gant Kattad, Nahalal, Shimron, Jideala, Betlehem. Ar c’hêrioù-se: daouzek, gant o c’hêriadennoù.

16  Hennezh e voe hêrezh mibien Zabulon, hervez o ziegezhioù, ar c’hêrioù-se gant o c’hêriadennoù.

17  Ar pevare sord a zegouezhas da Isakar, evit mibien Isakar, hervez o ziegezhioù.

18  O harz a voe Jizreel, Kesullod, Sunem,

19  Hafaraim, Shion, Anaharad

20  Rabbid, Kishjon, Abez,

21  Remed, En-Gannim, En-Hadda, Bet-Pazez,

22  hag e stoke an harz ouzh Tabor, ha Shashazima, ha Bet-Shemesh, hag e tape o harz ar Jordan. Ar c’hêrioù-se: c’hwezek, gant o c’hêriadennoù.

23  Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Isakar, hervez o ziegezhioù, ar c’hêrioù-se gant o c’hêriadennoù.

24  Ar pempvet sord a zegouezhas da veuriad mibien Aser, hervez o ziegezhioù.

25  O harz a voe Helkad, Hali, Beten, Akshaf,

26  Alammelek, Amead, Misheal, hag e stoke ouzh kuzh-heol ar C’harmel hag ouzh ar Shihor-Libnad,

27  hag e troe war-zu ar sav-heol da gavout Bet-Dagon, hag e stoke ouzh Zabulon ha traonienn Jiftakel en hanternoz Bet-Emek ha Neiel, hag ez ae war-zu Kabul a-gleiz,

28  ha war-zu Ebron, Reob, Hammon, Kana, betek Sidon-Vras,

29  hag e troe an harz da gavout Rama, betek kêr greñv Tir, hag e troe an harz da gavout Hosa, hag e tape ar mor d’ar vrec’h o vont trema Akzib,

30  hag e voe Umma, Afek, Reob. Ar c’hêrioù-se: div warn-ugent, gant o c’hêriadennoù.

31  Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Aser, hervez o ziegezhioù, ar c’hêrioù-se hag o c’hêriadennoù.

32  Ar c’hwec’hvet sord a zegouezhas da vibien Neftali, evit mibien Neftali, hervez o ziegezhioù.

33  O harz a voe adalek Helef hag adalek Allon, e Zaanannim, en Adami, e Nekeb, e Jabneel, betek Lakum, hag e tape ar Jordan,

34  hag e troe an harz war-zu ar c’huzh-heol da Aznod-Tabor, hag ez ae ac’hane da Hukkok, hag e stoke ouzh Zabulon er c’hreisteiz, ouzh Aser er c’huzh-heol, hag ouzh ar Jordan a oa er sav-heol betek Juda.

35  Ar c’hêrioù kreñv a oa Ziddim, Zer, Hammad, Rakkad, Kinnered,

36  Adama, Rama, Hazor,

37  Kedesh, Edrei, En-Hazor,

38  Jireon, Migdal-El, Horem, Bet-Anad, Bet-Shemesh. Ar c’hêrioù-se: naontek, gant o c’hêriadennoù.

39  Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Neftali, hervez o ziegezhioù, ar c’hêrioù-se hag o c’hêriadennoù.

40  Ar seizhvet sord a zegouezhas da veuriad mibien Dan, hervez o ziegezhioù.

41  E harzoù o hêrezh e voe Zora, Eshtaol, Ir-Shemesh,

42  Shaalabbim, Ajalon, Jitla,

43  Elon, Timnata, Ekron,

44  Elteke, Gibbeton, Baalad,

45  Jehud, Bene-Berak, Gad-Rimmon,

46  Me-Jarkon, Rakkon, hag an harz a oa a-dal da Jafo.

47  Hag en em astenne harzoù mibien Dan pelloc’h. Mibien Dan a bignas hag a vrezelas ouzh Leshem, hag e kemerjont anezhi, hag e skojont warni gant troc’h ar c’hleze, hag e perc’hennjont anezhi, hag e voent o chom enni, hag e c’halvjont Leshem Dan, diwar anv Dan o zad.

48  Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Dan, hervez o ziegezhioù, ar c’hêrioù-se hag o c’hêriadennoù.

49  Pa voe echu da lodennañ hêrezh ar vro hervez e harzoù, mibien Israel a roas en o zouez un hêrezh da Jozue mab Nun.

50  Hervez gourc’hemenn an AOTROU, e rojont dezhañ ar gêr a c’houlennas, Timnad-Serak e menez Efraim. Adsevel a reas ar gêr hag e chomas enni.

51  Setu an hêrezhioù a voe lodennet evel hêrezh gant Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel, dre ar sord, e Silo, dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv. Hag e voe echu da lodennañ ar vro.

 

Pennad 20

Kêrioù-repuiñ

1  An AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar dezho: Lakait a-du kêrioù-repuiñ, evel em boa lavaret deoc’h dre c’henoù Moizez,

3  evit ma tec’ho enno ar muntrer en devo lazhet unan bennak diratozh, hep rakpreder. Bez’ e vint evidoc’h lec’hioù-repuiñ rak ar veñjer-gwad.

4  Hag e tec’ho betek unan eus ar c’hêrioù-se, hag e chomo ouzh digor dor kêr evit disklêriañ e afer da henaourien ar gêr-se. Int a zegemero anezhañ e kêr, hag e roint dezhañ ul lec’h evit ma chomo ganto.

5  Mar red ar veñjer-gwad war e lerc’h, ne roint ket ar muntrer etre e zaouarn, rak lazhet en deus e nesañ hep rakpreder, hep kasoni outañ diagent.

6  Chom a raio er gêr-se betek ma’z aio e barnedigezh dirak ar vodadenn, betek marv an aberzhour-meur a vo en amzer-se. Neuze e tistroio ar muntrer hag ez aio d’e gêr ha d’e di, d’ar gêr ma oa tec’het diouti.

7  Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.

8  Hag en tu all d’ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec’h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.

9  Ar re-se a voe ar c’hêrioù dilennet evit holl vibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en o zouez, evit ma tec’ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh, hag evit na varvo ket dre zorn ar veñjer-gwad, betek ma’z aio dirak ar vodadenn.

 

Pennad 21

Kêrioù al Levited

1  Pennoù-tadel al Levited a dostaas ouzh Eleazar an aberzhour, ouzh Jozue mab Nun, hag ouzh pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel,

2  hag e komzjont outo e Silo, e bro Ganaan, o lavarout: An AOTROU en deus gourc’hemennet dre c’henoù Moizez reiñ deomp kêrioù evit chom enno, gant an douaroù tro-dro evit hol loened.

3  Mibien Israel a roas eus o hêrezh d’al Levited, hervez gourc’hemenn an AOTROU, ar c’hêrioù-mañ gant an douaroù tro-dro.

4  Ar sord a zegouezhas da diegezhioù ar Gehatited. Ha mibien Aaron an aberzhour, a-douez al Levited, o doe dre ar sord trizek kêr, diwar veuriad Juda, diwar veuriad Simeon ha diwar veuriad Benjamin.

5  Mibien all Kehad o doe dre ar sord dek kêr diwar diegezhioù meuriad Efraim, diwar veuriad Dan ha diwar hanter-veuriad Manase.

6  Mibien Gershon o doe dre ar sord trizek kêr diwar diegezhioù meuriad Isakar, diwar veuriad Aser, diwar veuriad Neftali ha diwar hanter-veuriad Manase e Basan.

7  Mibien Merari, hervez o ziegezhioù, o doe daouzek kêr diwar veuriad Ruben, diwar veuriad Gad ha diwar veuriad Zabulon.

8  Mibien Israel a roas d’al Levited, dre ar sord, ar c’hêrioù-se gant an douaroù tro-dro, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU dre c’henoù Moizez.

9  Reiñ a rejont eta diwar veuriad mibien Juda ha diwar veuriad mibien Simeon ar c’hêrioù-mañ, a vo galvet dre o anvioù.

10  Evit mibien Aaron, eus tiegezh ar Gehatited, a oa mibien Levi, a voe al lodenn gentañ degouezhet evito,

11 e voe roet: Kirjad-Arba, tad Anak, a zo Hebron, e menez Juda, gant an douaroù tro-dro;

12  parkoù kêr hag he c’hêriadennoù a voe roet da Galeb mab Jefune, evit e zalc’h;

13  roet e voe eta da vibien Aaron an aberzhour ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Hebron gant he douaroù, Libna gant he douaroù,

14  Jattir gant he douaroù, Eshtemoa gant he douaroù,

15  Holon gant he douaroù, Debir gant he douaroù,

16  Ain gant he douaroù, Juta gant he douaroù, Bet-Shemesh gant he douaroù, nav c’hêr diwar an daou veuriad-se;

17  diwar veuriad Benjamin, Gabaon gant he douaroù, Geba gant he douaroù,

18  Anatod gant he douaroù, Almon gant he douaroù, peder c’hêr.

19  Holl gêrioù an aberzhourien mibien Aaron: trizek kêr gant o douaroù.

20  Tiegezhioù mibien Kehad, al Levited all eus mibien Kehad, o doe en o lodenn kêrioù diwar veuriad Efraim,

21  roet e voe dezho ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Sichem gant he douaroù e menez Efraim, Gezer gant he douaroù,

22  Kibzaim gant he douaroù, Bet-Horon gant he douaroù, peder c’hêr;

23  diwar veuriad Dan, Elteke gant he douaroù, Gibbeton gant he douaroù,

24  Ajalon gant he douaroù, Gad-Rimmon gant he douaroù, peder c’hêr;

25  diwar hanter-veuriad Manase, Taanak gant he douaroù, Gad-Rimmon gant he douaroù, div gêr.

26  Holl gêrioù tiegezhioù mibien all Kehad: dek gant o douaroù.

27  Mibien Gershon eus tiegezh al Levited o doe diwar hanter-veuriad Manase ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Golan e Basan gant he douaroù, Beeshtera gant he douaroù, div gêr;

28  diwar veuriad Isakar, Kishjon gant he douaroù, Dabrad gant he douaroù,

29  Jarmud gant he douaroù, En-Gannim gant he douaroù, peder c’hêr;

30  diwar veuriad Aser, Misheal gant he douaroù, Abdon gant he douaroù,

31  Helkad gant he douaroù, Reob gant he douaroù, peder c’hêr;

32 diwar veuriad Neftali, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Kedesh e Galilea gant he douaroù, Hammod-Dor gant he douaroù, Kartan gant he douaroù, teir c’hêr.

33  Holl gêrioù tiegezhioù ar C’hershonited: trizek kêr gant o douaroù.

34  Tiegezhioù mibien Merari, al Levited all, o doe diwar veuriad Zabulon, Jokneam gant he douaroù, Karta gant he douaroù,

35  Dimna gant he douaroù, Nahala gant he douaroù, peder c’hêr;

36  diwar veuriad Ruben, Bezer gant he douaroù, Jahza gant he douaroù,

37  Kedemod gant he douaroù, Mefaad gant he douaroù, peder c’hêr;

38  diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,

39  Hesbon gant he douaroù, Jaezer gant he douaroù, peder c’hêr.

40  Holl gêrioù tiegezhioù mibien Merari, tiegezhioù all al Levited, o lodenn a voe daouzek kêr.

41  Holl gêrioù al Levited e-kreiz dalc’hoù mibien Israel: eizh kêr ha daou-ugent gant o douaroù.

42  Pep hini eus ar c’hêrioù-se he devoa he douaroù tro-dro; evel-se e oa evit an holl gêrioù-se.

43  An AOTROU a roas da Israel an holl vro en doa touet reiñ d’o zadoù. He ferc’hennjont hag e voent o chom enni.

44  An AOTROU a roas dezho diskuizh a bep kostez, evel m’en doa touet d’o zadoù, hag hini ebet eus o enebourien ne zalc’has dirazo; an AOTROU a lakaas o holl enebourien etre o daouarn.

45  Ne c’hwitas komz ebet an holl gomzoù mat lavaret gant an AOTROU da di Israel, kement tra a voe peurc’hraet.

 

Pennad 22

Kudenn diwar-benn un aoter

1  Jozue a c’halvas ar Rubeniz, ar C’hadiz hag hanter-veuriad Manase,

2  hag e lavaras dezho: Miret hoc’h eus kement en doa gourc’hemennet deoc’h Moizez servijer an AOTROU, sentet hoc’h eus ouzhin e kement em eus gourc’hemennet deoc’h,

3  n’hoc’h eus ket dilezet ho preudeur e-pad an amzer hir-se betek hiziv, ha miret hoc’h eus karg urzhioù an AOTROU ho Toue.

4  Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d’ho preudeur, evel m’en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d’ho teltennoù, d’ar vro a zo deoc’h, an hini en deus roet deoc’h Moizez servijer an AOTROU en tu all d’ar Jordan.

5  Eveshait da virout ar gourc’hemennoù hag al lezenn en deus roet deoc’h Moizez servijer an AOTROU ha grit diouto, karit an AOTROU ho Toue, kerzhit en e holl hentoù, mirit e c’hourc’hemennoù, en em stagit outañ, servijit anezhañ eus hoc’h holl galon hag eus hoc’h holl ene.

6  Jozue a vennigas anezho hag o c’hasas kuit, hag ez ejont d’o zeltennoù.

7  Moizez en doa roet da un hanter eus meuriad Manase ul lodenn e Basan, ha Jozue a roas d’an hanter all ul lodenn gant o breudeur en tu-mañ d’ar Jordan, er c’huzh-heol. Pa gasas Jozue anezho d’o zeltennoù, e vennigas anezho,

8  hag e lavaras dezho: Distreiñ a rit d’ho teltennoù gant pinvidigezhioù bras ha gant loened niverus, gant arc’hant, gant aour, gant arem, gant houarn, gant dilhad e-leizh; lodennit an diwisk eus hoc’h enebourien gant ho preudeur.

9  Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a zistroas hag a yeas kuit digant mibien Israel, eus Silo a zo e bro Ganaan, evit mont da vro C’halaad, d’ar vro a berc’hennent, e-lec’h m’o doa bet o dalc’h, hervez gourc’hemenn an AOTROU dre c’henoù Moizez.

10  Dont a rejont da rann-vro ar Jordan, a zo e bro Ganaan; mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a savas eno un aoter tost d’ar Jordan, un aoter a ziskouez bras.

11  Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel.

12  Mibien Israel a glevas kement-se, hag holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, evit pignat d’ober brezel dezho.

13  Mibien Israel a gasas Fineas mab Eleazar an aberzhour da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C’halaad,

14  ha dek priñs gantañ, ur priñs dre bep ti tadel eus pep meuriad Israel. Pep hini anezho a oa ur penn eus e di tadel e-touez milieroù Israel.

15  Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C’halaad, hag e komzjont outo o lavarout:

16  Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc’h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc’h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiñ hiziv ouzh an AOTROU?

17  Ha re nebeut e oa direizhder Peor, ha n’omp ket glanaet dioutañ betek hiziv, daoust d’ar gouli deuet war vodadenn an AOTROU,

18  ma en em zistroit hiziv diouzh an AOTROU? Enebiñ a rit hiziv ouzh an AOTROU, ha warc’hoazh e fuloro a-enep holl vodadenn Israel!

19  Mard eo dic’hlan ar vro a berc’hennit, tremenit er vro a zo d’an AOTROU, e-lec’h ma chom tabernakl an AOTROU, hag e vo ho talc’h en hon touez. Met n’enebit ket ouzh an AOTROU ha na bellait ket diouzhimp, en ur sevel un aoter deoc’h, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue.

20  Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoù lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.

21  Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a respontas, o lavarout da bennoù milieroù Israel:

22  Doue, an AOTROU Doue, Doue, an AOTROU Doue a anavez, hag Israel a anavezo, mard eo dre zispac’h ha mard eo evit un torfed a-enep an AOTROU, na zeuio ket eñ d’hor sikour hiziv!

23  Ma hon eus savet un aoter evit en em zistreiñ diouzh an AOTROU, ha mard eo evit kinnig warni loskaberzhoù ha donezonoù, pe evit profañ aberzhoù a drugarekadennoù, ra c’houlenno kont an AOTROU e-unan,

24  met graet hon eus kement-se rak aon hon eus na lavarfe en amzer da zont ho mibien d’hor mibien: Petra hoc’h eus d’ober gant an AOTROU Doue Israel?

25  Lakaet en deus an AOTROU ar Jordan evit harz etre ni ha c’hwi, mibien Ruben ha mibien Gad, n’hoc’h eus lod ebet en AOTROU. Hag evel-se e paouezo hor mibien da zoujañ an AOTROU, en abeg d’ho mibien.

26  Lavaret hon eus: Labouromp da sevel un aoter, ha ne vo ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù,

27  met evit ma vo un test etre hor rummadoù war hol lerc’h, evit ma c’hellimp servijañ an AOTROU dirazañ, gant hol loskaberzhoù, hon aberzhoù, hon aberzhoù a drugarekadennoù, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d’hor mibien: N’hoc’h eus lod ebet en AOTROU.

28  Lavaret hon eus: Pa gomzint evel-se, deomp pe d’hor rummadoù war hol lerc’h, e lavarimp: Gwelit stumm aoter an AOTROU o deus graet hon tadoù, ha ne oa ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù, met evit ma vefe un test etre ni ha c’hwi.

29  Pell diouzhimp dispac’hañ a-enep an AOTROU pe en em zistreiñ hiziv diouzh lerc’h an AOTROU, en ur sevel un aoter evit loskaberzhoù, donezonoù pe aberzhoù, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!

30  Pa glevas Fineas an aberzhour, priñsed ar vodadenn ha pennoù milieroù Israel a oa gantañ ar c’homzoù a lavaras mibien Ruben, mibien Gad ha mibien Manase, e voent sederaet.

31  Fineas mab Eleazar an aberzhour a lavaras da vibien Ruben, da vibien Gad ha da vibien Manase: Gouzout a reomp hiziv emañ an AOTROU en ho touez, pa n’hoc’h eus ket graet an torfed-se a-enep an AOTROU; bremañ hoc’h eus dieubet mibien Israel eus dorn an AOTROU.

32  Fineas mab Eleazar an aberzhour hag ar briñsed a zistroas digant mibien Ruben ha digant mibien Gad eus bro C’halaad da vro Ganaan, da gavout mibien Israel ha da rentañ dezho kont.

33  Mibien Israel a voe sederaet gant kement-se, mibien Israel a vennigas Doue, ha ne gomzjont ken da bignat d’ober brezel dezho evit distrujañ ar vro m’edo o chom enni mibien Ruben ha mibien Gad.

34  Mibien Ruben ha mibien Gad a c’halvas an aoter Ed (= test), rak test eo, emañ an AOTROU Doue etrezomp.

 

Pennad 23

Alioù Jozue da bennoù Israel

1  Pell amzer goude m’en doa roet an AOTROU diskuizh da Israel eus e holl enebourien a oa en-dro dezhañ, Jozue a oa kozh hag oadet bras,

2  ha Jozue a c’halvas holl Israel, e henaourien, e bennoù, e varnerien, e ofiserien, hag e lavaras: Me a zo deuet da vezañ kozh hag oadet bras.

3  Gwelet hoc’h eus kement en deus graet an AOTROU ho Toue d’an holl vroadoù-mañ dirazoc’h, rak an AOTROU ho Toue eo an hini en deus stourmet evidoc’h.

4  Gwelit, lodennet em eus deoc’h evel hêrezh, hervez ho meuriadoù, an holl vroadoù a zo chomet adalek ar Jordan, hag an holl vroadoù am eus distrujet betek ar Mor Bras war-zu ar c’huzh-heol.

5  An AOTROU ho Toue o diboulzo a-zirazoc’h hag o c’haso kuit dirazoc’h, hag e perc’hennot o bro, evel m’en deus lavaret an AOTROU ho Toue deoc’h.

6  Dalc’hit start eta, o virout kement a zo skrivet e levr lezenn Moizez hag oc’h ober dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz,

7  n’en em veskot ket d’ar broadoù-se a zo chomet en ho touez, ne reot ket meneg eus anvioù o doueoù, ne lakaiot den da douiñ drezo, ne servijot ket anezho, ne stouot ket dirazo.

8  En em stagañ a reot ouzh an AOTROU ho Toue, evel ma hoc’h eus graet betek hiziv.

9  An AOTROU en deus kaset kuit dirazoc’h broadoù bras ha kreñv, ha den n’en deus dalc’het dirazoc’h betek hiziv.

10  Unan ac’hanoc’h a redo war-lerc’h mil, rak an AOTROU ho Toue eo an hini a stourm evidoc’h, evel m’en deus lavaret deoc’h.

11  Taolit evezh gant pled ouzh hoc’h eneoù, da garout an AOTROU ho Toue.

12  Ma en em zistroit ha ma en em stagit ouzh an nemorant eus ar broadoù-se a zo chomet en ho touez, ma en em unanit dre zimezioù dezho, ma en em veskit ganto hag int ganeoc’h,

13  anavezit penaos ne gendalc’ho ket an AOTROU ho Toue da gas kuit ar broadoù-se dirazoc’h, met bez’ e vint evidoc’h ur roued hag ur pech, ur skourjez ouzh ho kostezioù, drein en ho taoulagad, betek ma’z eot da get a-ziwar c’horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc’h an AOTROU ho Toue.

14  Ha setu, mont a ran hiziv dre hent an holl douar. Gouzout a rit eus hoc’h holl galon hag eus hoc’h holl ene, penaos n’eo ket kouezhet ur gomz hepken eus an holl gomzoù mat en deus lavaret evidoc’h an AOTROU ho Toue. Kement tra eo peurc’hraet evidoc’h, n’eo ket kouezhet ur gomz hepken.

15  Hag evel ma’z eo c’hoarvezet ganeoc’h an holl gomzoù mat en deus lavaret an AOTROU ho Toue, evel-se e lakaio da zont warnoc’h an AOTROU an holl gomzoù fall, betek ma’z eot da get a-ziwar c’horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc’h an AOTROU ho Toue.

16  Mar torrit emglev an AOTROU ho Toue, an hini en deus gourc’hemennet deoc’h, ma kit da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, fulor an AOTROU en em dano a-enep deoc’h, hag e varvot buan diwar ar vro vat en deus roet deoc’h.

 

Pennad 24

Marv Jozue hag Eleazar

1  Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c’halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc’has dirak Doue.

2  Jozue a lavaras d’ar bobl: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU Doue Israel: Ho tadoù, Terak, tad Abraham ha tad Nakor, a oa o chom gwechall en tu all d’ar stêr, hag a servije doueoù all.

3  Kemeret em eus ho tad Abraham eus an tu all d’ar stêr, lakaet em eus anezhañ da vont dre holl vro Ganaan, kresket em eus e lignez, o reiñ dezhañ Izaak.

4  Da Izaak em eus roet Jakob hag Ezaü, hag em eus roet da Ezaü Menez Seir evit e berc’hennañ; Jakob hag e vibien a ziskennas d’an Ejipt.

5  Kaset em eus Moizez hag Aaron, ha skoet em eus war an Ejipt, dre ar pezh am eus graet en he c’hreiz. Ha goude em eus tennet ac’hanoc’h er-maez.

6  Tennet em eus ho tadoù eus an Ejipt, ha deuet oc’h da gavout ar mor. An Ejipsianed a redas war-lerc’h ho tadoù gant kirri ha marc’hegerien betek ar Mor Ruz.

7  Hag e krijont d’an AOTROU, a lakaas un deñvalijenn etrezoc’h hag an Ejipsianed; hag e tegasas warno ar mor, a c’holoas anezho. Ho taoulagad a welas ar pezh am eus graet d’an Ejipsianed. Hag ez oc’h chomet pell amzer er gouelec’h.

8  Neuze em eus degaset ac’hanoc’h da vro an Amoreaned, a oa o chom en tu all d’ar Jordan. Ober a rejont brezel deoc’h, met o lakaet em eus etre ho taouarn, hag e perc’hennjoc’h o bro, hag o distrujet em eus a-zirazoc’h.

9  Balag mab Zippor, roue Moab, a savas hag a reas brezel da Israel. Gervel a reas Balaam mab Beor evit ho milligañ.

10  Met ne fellas ket din selaou Balaam, ho pennigañ a reas ha me a zieubas ac’hanoc’h eus e zorn.

11  Tremenet hoc’h eus ar Jordan hag oc’h deuet da Jeriko. Tud Jeriko, an Amoreaned, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hitited, ar C’hirgazianed, an Hevianed, ar Jebuziz a reas brezel deoc’h; hag o lakaet em eus etre ho taouarn.

12  Kaset em eus gwesped a c’hasas anezho kuit a-zirazoc’h, evel daou roue an Amoreaned, ha ne voe na dre da gleze na dre da wareg.

13  Ha roet em eus deoc’h douaroù n’ho poa ket troet, ha kêrioù n’ho poa ket savet hag emaoc’h o chom enno, gwiniegi ha gwez-olivez n’hoc’h eus ket plantet hag a zebrit diouto.

14  Bremañ eta, doujit an AOTROU, servijit anezhañ gant eeunder ha fealded, pellait an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d’ar stêr hag en Ejipt, ha servijit an AOTROU.

15  Ma ne blij ket deoc’h servijañ an AOTROU, dibabit hiziv piv a fell deoc’h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d’ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc’h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU.

16  Neuze ar bobl a respontas: Pell diouzhimp ar soñj da zilezel an AOTROU evit servijañ doueoù all!

17  Rak an AOTROU eo hon Doue, eñ eo an hini en deus graet deomp pignat, ni hag hon tadoù, eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh, hag en deus graet dirak hon daoulagad ar burzhudoù bras-se, hag en deus hon diwallet en holl hentoù ma hon eus kerzhet enno hag e-touez an holl bobloù ma hon eus tremenet en o c’hreiz.

18  An AOTROU en deus kaset kuit a-raok deomp an holl bobloù hag an Amoreaned a oa o chom er vro. Ni ivez a servijo an AOTROU, rak hon Doue eo.

19  Jozue a lavaras d’ar bobl: Ne c’hellot ket servijañ an AOTROU, rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioù hag ho pec’hedoù.

20  Mar dilezit an AOTROU ha mar servijit doueoù estren, e tistroio hag e raio droug deoc’h, hag e kuzumo ac’hanoc’h, goude bezañ graet vad deoc’h.

21  Ar bobl a lavaras da Jozue: Nann! Rak ni a servijo an AOTROU.

22  Jozue a lavaras d’ar bobl: Testoù ez oc’h a-enep deoc’h, penaos hoc’h eus dibabet hoc’h-unan an AOTROU evit e servijañ. Hag e lavarjont: Testoù omp!

23  Bremañ eta, lamit an doueoù estren a zo en ho touez, ha troit ho kalonoù war-zu an AOTROU Doue Israel.

24  Ar bobl a lavaras da Jozue: Ni a servijo an AOTROU hon Doue hag a sento ouzh e vouezh.

25  Jozue a reas un emglev gant ar bobl en deiz-se, hag e roas dezho reolennoù ha barnedigezhioù e Sichem.

26  Jozue a skrivas ar c’homzoù-se e levr lezenn Doue. Kemer a reas ivez ur maen bras, hag e savas anezhañ eno dindan un dervenn a oa e santual an AOTROU.

27  Jozue a lavaras d’ar bobl: Setu, ar maen-mañ a vo un testeni a-enep deomp, rak klevet en deus an holl c’herioù en deus lavaret an AOTROU deomp, hag e vo un testeni a-enep deoc’h, evit na zinac’hot ket ho Toue.

28  Ha Jozue a gasas kuit ar bobl, hag e yeas pep hini d’e hêrezh.

29  Goude an traoù-mañ, Jozue mab Nun, servijer an AOTROU, a varvas d’an oad a gant dek vloaz.

30  Beziet e voe e douar e hêrezh, e Timnad-Serak, a zo e menez Efraim, ouzh hanternoz menez Gaash.

31  Israel a servijas an AOTROU e-pad holl zeizioù Jozue, hag e-pad holl zeizioù an henaourien a chomas bev war-lerc’h Jozue hag a anaveze an oberoù en doa graet an AOTROU evit Israel.

32  Eskern Jozef, degaset gant mibien Israel eus an Ejipt, a voe beziet e Sichem, en ul logell douar en doa prenet Jakob digant mibien Hemor tad Sichem, ha mibien Jozef o doe anezhi en o hêrezh.

33  Eleazar mab Aaron a varvas hag a voe beziet war grec’hienn Fineaz e vab, a oa bet roet dezhañ e menez Efraim.

 

Publicités