03 Leviegezh

TREDE LEVR MOIZEZ, ANVET AL LEVIEGEZH

 

Pennad 1

Al loskaberzhoù a volontez vat

1  An AOTROU a c’halvas Moizez hag a gomzas dezhañ eus teltenn an engalv o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa raio unan bennak ac’hanoc’h ur prof d’an AOTROU, e raio e brof eus al loened, loened bras pe loened bihan.

3  Mard eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.

4  Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.

5  Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.

6  Digroc’henañ a raio al loskaberzh hag e troc’ho anezhañ a-dammoù.

7  Mibien Aaron an aberzhour a lakaio tan war an aoter, hag e renkint ar c’hoad war an tan.

8  An aberzhourien, mibien Aaron, a renko an tammoù, ar penn hag al lard war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter.

9  Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

10  Mard eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.

11  Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

12  E droc’hañ a raio a-dammoù gant ar penn hag al lard, hag an aberzhour o renko war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter.

13  Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

14  Mard eo e brof d’an AOTROU eus al laboused, evit ul loskaberzh, e kinnigo turzhunelled pe koulmed yaouank.

15  An aberzhour a dostaio anezhi d’an aoter, a friko dezhi he fenn, a lakaio anezhi da vogediñ war an aoter hag a skuilho he gwad ouzh bevenn an aoter.

16  Lemel a raio ar grubuilh gant he fluñv hag e taolo anezhi tost d’an aoter, etrezek ar sav-heol, e-lec’h ma’z emañ al ludu.

17  Regiñ a raio anezhi dre he divaskell hep o rannañ, hag an aberzhour a lakaio al labous da vogediñ war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

 

Pennad 2

Prof ar flour bleud hag ar frouezh kentañ

1  Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.

2  E zegas a raio d’an aberzhourien, mibien Aaron; kemer a raio un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs; an aberzhour a lakaio an eñvor a gement-se da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

3  Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.

4  Mar degasez ur prof e donezon poazhet er forn, ra vo gwestell hep goell eus flour bleud mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul.

5  Mard eo da brof un donezon poazhet war ar baelon, ra vo flour bleud hep goell mezet gant eoul.

6  He zerriñ a ri a-dammoù hag e skuilhi eoul warni; un donezon e vo.

7  Mard eo da brof un donezon poazhet er billig, ra vo flour bleud gant eoul.

8  Degas a ri an donezon graet evit an AOTROU; kinniget e vo d’an aberzhour a zegaso anezhañ d’an aoter.

9  An aberzhour a savo diwar an donezon an eñvor hag a lakaio anezhañ da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

10  Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.

11  Donezon ebet kinniget d’an AOTROU ne vo graet gant goell, rak ne lakaiot netra da vogediñ gant goell pe gant mel evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.

12  Evel prof ar frouezh kentañ e c’hellot o c’hinnig d’an AOTROU, met ne vint ket lakaet da vogediñ war an aoter evel ur c’hwezh dudius.

13  Da holl brofoù graet e donezonoù a vo temzet gant holen; ne lezi ket da zonezon hep an holen eus emglev da Zoue; war da holl brofoù e kinnigi holen.

14  Mar rez d’an AOTROU ur prof e donezon a frouezh kentañ, e kinnigi evel donezon a frouezh kentañ tañvouezennoù rostet en tan ha friket;

15  skuilhañ a ri eoul warno, hag e lakai ivez ezañs enno; un donezon e vo.

16  An aberzhour a lakaio da vogediñ o eñvor, ul lodenn eus an tañvouezennoù friket hag eus an eoul gant an holl ezañs. Ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.

 

Pennad 3

Aberzh a drugarekadennoù

1  Pa ginnig unan bennak un aberzh a drugarekadennoù, mar kinnig ul loen bras, par pe parez, e kinnigo unan disi dirak an AOTROU.

2  Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

3  Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,

4  an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.

5  Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

6  Mar kinnig ul loen bihan, par pe parez, evit aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e kinnigo unan disi.

7  Mar kinnig un oan evit e brof, e tegaso anezhañ dirak an AOTROU.

8  Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

9  Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard, al lost en e bezh a vo rannet tost d’ar mell-kein, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,

10  an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.

11  An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.

12  Mar kinnig ur c’havr, e tegaso anezhi dirak an AOTROU.

13  Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

14  Kinnig a raio anezhañ ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,

15  an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.

16  An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius; an holl lard a vo d’an AOTROU.

17  Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.

 

Pennad 4

Aberzh evit ar pec’hedoù diratozh

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,

3  mard eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.

4  Degas a raio ar c’hole ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU. Lakaat a raio e zorn war benn ar c’hole, a vo lazhet dirak an AOTROU.

5  An aberzhour olevet a gemero eus gwad ar c’hole hag en degaso e teltenn an engalv;

6  an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo ar gwad seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal da ouel ar santual.

7  An aberzhour a lakaio gwad war gerniel aoter an ezañs a c’hwezh-vat a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho holl wad ar c’hole ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.

8  Sevel a raio holl lard kole an aberzh-dic’haouiñ, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,

9  an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet,

10  evel ma’z int savet eus ar c’hole en aberzh a drugarekadennoù, hag an aberzhour o lakaio da vogediñ war aoter al loskaberzhoù.

11  Kroc’hen ar c’hole, e holl gig, e benn, e zivhar, e vouzelloù hag e fank,

12  ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu.

13  Mard eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,

14  pa vez anavezet ar pec’hed o deus graet, ra ginnigo ar vodadenn ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ. Degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv.

15  Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.

16  An aberzhour olevet a zegaso eus gwad ar c’hole e teltenn an engalv;

17  an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo anezhañ seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal d’ar ouel.

18  Lakaat a raio gwad war gerniel an aoter a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho an holl wad ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.

19  Sevel a raio an holl lard hag en lakaio da vogediñ war an aoter.

20  Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.

21  Degas a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.

22  Mard eo ur penn-bras an hini en deus pec’het, en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU e Zoue un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,

23  pa vez anavezet gantañ ar pec’hed en deus graet, ra zegaso e brof, ur bouc’h, ur par disi.

24  Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.

25  An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.

26  Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.

27  Mard eo unan bennak eus ar bobl an hini en deus pec’het diratozh, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,

28  pa vez anavezet gantañ ar pec’hed en deus graet, ra zegaso e brof, ur c’havr, ur barez disi, evit ar pec’hed en deus graet.

29  Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.

30  An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.

31  An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.

32  Mar degas un oan evel prof evit an aberzh-dic’haouiñ, e tegaso ur barez disi.

33  Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet evel aberzh-dic’haouiñ el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.

34  An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.

35  An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.

 

Pennad 5

Reolennoù diwar-benn pec’hedoù a bep seurt

1  Mar pec’h unan bennak a zo test, goude bezañ klevet mouezh al le, o tremen hep disklêriañ ar pezh en deus gwelet pe ar pezh a oar, e tougo e zireizhder.

2  Mar en deus stoket unan bennak ouzh un dra bennak dic’hlan, evel korf marv un aneval dic’hlan pe korf marv ul loen gouez dic’hlan pe korf marv ur stlejvil dic’hlan, ha ma vez kuzhet outañ, dont a raio da vezañ dic’hlan ha kablus.

3  Mar en deus stoket dic’hlander un den, n’eus forzh dic’hlander graet, ha ma vez kuzhet outañ, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus.

4  Mar en deus touet unan bennak ober droug pe vad en ur gomz gant e vuzelloù, ha ma vez kuzhet outañ, n’eus forzh ar pezh en deus lavaret gant le, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus war unan eus e gomzoù.

5  An hini a vo kablus eus unan an traoù-se, a anzavo en deus pec’het,

6  ra ginnigo d’an AOTROU e aberzh a gablusted evit ar pec’hed en devo graet, ur barez eus al loened bihan, un oan pe ur c’havr, evel aberzh-dic’haouiñ; hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou eus e bec’hed.

7  Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.

8  Degas a raio anezho d’an aberzhour, a ginnigo da gentañ an hini a zo evit an aberzh-dic’haouiñ; an aberzhour a friko dezhi he fenn diouzh he gouzoug hep he rannañ,

9  hag a sparfo gwad an aberzh-dic’haouiñ ouzh bevenn an aoter; an nemorant eus ar gwad a vo skuilhet ouzh troad an aoter. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.

10  Ober a raio eus al labous all ul loskaberzh, hervez ar barnedigezhioù. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.

11  Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa ~ 3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.

12  E zegas a raio d’an aberzhour; an aberzhour a gemero un dornad flour bleud, an eñvor a lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.

13  Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.

14  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

15  Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl (~ 10 g) ar santual.

16  Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.

17  Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.

18  Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur; an aberzhour a raio evitañ dic’haou ar pezh en deus graet diratozh hag hep gouzout, hag e vo pardonet dezhañ.

19  Un aberzh a gablusted e vo, a-dra-sur e oa kablus e-keñver an AOTROU.

 

Pennad 6

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Mar en deus pec’het unan bennak ha graet un difealded e-keñver an AOTROU, en ur lavarout gevier d’e nesañ diwar-benn ur fiziad, un dra da eveshaat warni, un dra laeret pe dilamet dre douell digant e nesañ,

3  mar en deus kavet un dra gollet hag en nac’h hag e tou e gaou, mar en deus touellet e nesañ,

4  mar en deus pec’het evel-se, e vo kablus, hag e rento an dra laeret gantañ, pe ar pezh en deus kemeret dre douell, pe ar pezh a zo bet fiziet ennañ, pe an dra gollet en deus kavet,

5  pe pep tra all en deus touet e gaou diwar he fenn. Rentañ a raio an dra en he fezh hag e lakaio ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’e berc’henn da zeiz e aberzh a gablusted.

6  Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted dirak an AOTROU un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur, evel aberzh a gablusted;

7  an aberzhour a raio an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, hag an dra en deus graet evit bezañ kablus a vo pardonet dezhañ.

Gourc’hemennoù ha lezennoù a bep seurt

8  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

9  Ro an urzh-mañ da Aaron ha d’e vibien o lavarout: Setu lezenn al loskaberzh: Al loskaberzh a chomo war oaled an aoter e-pad an noz betek ar beure hag an tan a vo dalc’het enaouet enni.

10  An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.

11  Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.

12  An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet enni, ne varvo ket. An aberzhour a enaouo enni koad bep beure, a renko al loskaberzh war an tan hag a lakaio da vogediñ lard an aberzhoù a drugarekadennoù.

13  An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet dibaouez, ne varvo ket.

14  Setu lezenn an donezon: Mibien Aaron en kinnigo dirak an AOTROU, a-dal d’an aoter.

15  An aberzhour a gemero un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs a zo war an donezon, hag e lakaio kement-se da vogediñ war an aoter, ur c’hwezh dudius, un eñvor d’an AOTROU.

16  Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint.

17  Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.

18  Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet.

19  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

20  Setu ar prof a ginnigo Aaron hag e vibien d’an AOTROU d’an deiz ma vint olevet: un dekvedenn efa (1/10 efa ~ 3 l) flour bleud evel donezon peurbadus, un hanter diouzh ar beure hag un hanter diouzh an abardaez.

21  Aozet e vo war ar baelon gant eoul, hag e tegasi anezhañ kemmesket; an donezon-mañ a ginnigi a-dammoù poazhet evel ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

22  An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh.

23  Pep donezon eus un aberzhour a vo devet en he fezh; ne vo ket debret.

24  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

25  Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.

26  An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv

27  Piv bennak a stoko ouzh e gig a vo santelaet. Mar strink gwad war un dilhad bennak, e walc’hi el lec’h santel an dilhad a zo bet strinket gwad warnañ.

28  Al lestr-pri ma vo poazhet e-barzh a vo torret; mard eo poazhet en ur pod arem, e vo puret ha gwalc’het en dour.

29  Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ. Un dra santel-meurbet eo.

30  Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan.

 

Pennad 7

Gourc’hemennoù diwar-benn an aberzhoù

1  Setu lezenn an aberzh a gablusted. Un dra santel-meurbet eo.

2  El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh a gablusted. Skuilhet e vo ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

3  Kinniget e vo an holl lard, al lost, al lard a c’holo ar bouzelloù,

4  an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.

5  An aberzhour o lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Un aberzh a gablusted e vo.

6  Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.

7  Bez’ emañ eus an aberzh a gablusted evel eus an aberzh-dic’haouiñ, an hevelep lezenn o deus: ar prof a vo d’an aberzhour a raio an dic’haou.

8  Pa ginnig un aberzhour ul loskaberzh evit un den, an aberzhour en devo kroc’hen al loskaberzh en deus kinniget.

9  Pep donezon poazhet er forn, aozet er billig pe war ar baelon, a vo evit an aberzhour en deus he c’hinniget.

10  Pep donezon mezet gant eoul pe sec’h a vo evit holl vibien Aaron, unan evel egile.

11  Setu lezenn an aberzh a drugarekadennoù a vo kinniget d’an AOTROU.

12  Mar kinnig unan bennak anezhañ evit trugarekaat, e kinnigo gant an aberzh gwestell hep goell mezet gant eoul, bignez hep goell strinket gant eoul ha gwestell flour bleud kemmesket mezet gant eoul.

13  Ouzhpenn ar gwestell e kinnigo ur prof bara goet gant e aberzh evit trugarekaat pe aberzh a drugarekadennoù.

14  Kinniget e vo ul lodenn eus ar prof evel prof savet d’an AOTROU, hag e vo kement-se evit an aberzhour en devo skuilhet gwad an aberzh a drugarekadennoù.

15  Kig an aberzh a drugarekadennoù evit trugarekaat a vo debret en deiz ma vo kinniget; ne vo lezet mann dioutañ betek ar beure.

16  Mard eo aberzh unan bennak ur prof evit ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, debret e vo en deiz ma kinnigo e aberzh, hag an nemorant a vo debret betek an deiz war-lerc’h.

17  An nemorant eus kig an aberzh a vo devet en tan d’an trede deiz.

18  Mar befe debret kig an aberzh a drugarekadennoù d’an trede deiz, ne vefe ket degemeret ha ne vefe ket kontet d’an hini en deus kinniget an aberzh; un dra euzhus e vefe, ha piv bennak a zebrfe dioutañ a zougfe e zireizhder.

19  Ar c’hig en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan ne vo ket debret, devet e vo en tan. Diwar-benn ar c’hig, pep den glan a c’hello debriñ dioutañ,

20  met un den dic’hlan hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.

21  An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.

22  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

23  Komz da vibien Israel ha lavar: Ne zebrot lard ejen, na oan, na gavr ebet.

24  Lard ul loen marv pe lard ul loen diframmet a c’hello servijañ da implijoù a bep seurt, met n’en debrot ket.

25  An hini a zebro lard al loened a zo kinniget evel profoù graet dre an tan d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl.

26  En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all.

27  An den a zebro gwad bennak, an den-se a vo lamet eus e bobl.

28  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

29  Komz da vibien Israel ha lavar: An hini a ginnigo d’an AOTROU e aberzh a drugarekadennoù, a zegaso d’an AOTROU e brof diwar e aberzh a drugarekadennoù.

30  E zaouarn a zegaso ar prof graet dre an tan d’an AOTROU, degas a raio al lard gant ar bruched, evit hejañ ar bruched evel ur prof dirak an AOTROU.

31  An aberzhour a lakaio al lard da vogediñ war an aoter, ar bruched a vo evit Aaron hag e vibien.

32  Ar skoaz dehou a roiot d’an aberzhour, evel prof savet, diwar hoc’h aberzh a drugarekadennoù.

33  An hini eus mibien Aaron a ginnigo gwad ha lard an aberzh a drugarekadennoù, en devo ar skoaz dehou evel lodenn,

34  rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel.

35  Hennezh eo al lodenn a roio an oleviadur da Aaron hag an oleviadur d’e vibien diwar ar profoù graet dre an tan dirak an AOTROU, adalek an deiz ma vint gouestlet da’m servij evel aberzhourien.

36  Kement-se eo ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU da vibien Israel da reiñ dezho adalek deiz o oleviadur. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù.

37  Hounnezh eo lezenn al loskaberzh, an donezon, an aberzh-dic’haouiñ, an aberzh a gablusted, ar gouestladur hag an aberzh a drugarekadennoù,

38  a voe gourc’hemennet da Voizez gant an AOTROU war Venez Sinai, an deiz ma c’hourc’hemennas da vibien Israel kinnig o frofoù e gouelec’h Sinai.

 

Pennad 8

Moizez a ouestl Aaron hag e vibien

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,

3  ha dastum ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv.

4  Moizez a reas ar pezh en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ, hag ar vodadenn a voe dastumet ouzh digor teltenn an engalv.

5  Moizez a lavaras d’ar vodadenn: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober.

6  Moizez a lakaas Aaron hag e vibien da dostaat, hag e walc’has anezho gant dour.

7  Hag e lakaas dezhañ an doneg, e c’hourizas anezhañ gant ar gouriz, e wiskas anezhañ gant ar sae, e lakaas warnañ an efod, e c’hourizas anezhañ gant gouriz an efod en doa gwisket anezhañ gantañ,

8  e lec’hias warnañ ar gwisk-bruched, e lakaas ouzh ar gwisk-bruched an Urim hag an Tummim,

9  e lakaas an diarenn war e benn, e lec’hias war ziaraog an diarenn, war e dal, an talgen, ar gurunenn santel, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

10  Moizez a gemeras eoul an oleviadur, hag ec’h olevas an tabernakl hag an holl draoù a oa ennañ, hag e santelaas anezho.

11  Ober a reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs, evit o santelaat.

12  Skuilhañ a reas eoul a oleviadur war benn Aaron hag ec’h olevas anezhañ evit e santelaat.

13  Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, hag e lakaas dezho tonegoù, e c’hourizas anezho gant gourizoù hag e stagas dezho mintroù, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

14  Degas a reas ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ; hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ.

15  Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni.

16  Kemer a reas al lard a c’holo ar bouzelloù, ar flipezenn a zo war an avu, an div lounezhenn gant o lard, ha Moizez o lakaio da vogediñ war an aoter.

17  Met ar c’hole, e groc’hen, e gig hag e fank a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

18  Degas a reas tourz al loskaberzh, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.

19  Moizez a lazhas anezhañ hag a skuilhas ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

20  Troc’hañ a reas an tourz a-dammoù, hag e lakaas da vogediñ ar penn, an tammoù hag al lard.

21  Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

22  Degas a reas an eil tourz, tourz ar gouestladur, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.

23  Moizez a lazhas anezhañ, a gemeras eus e wad a lakaas war flipezenn skouarn dehou Aaron, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

24  Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, a lakaas gwad war flipezenn o skouarn dehou, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhas ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

25  Kemer a reas al lard, al lost, an holl lard a c’holo ar bouzelloù, ar flipezenn a zo war an avu, an div lounezhenn gant o lard hag ar skoaz dehou;

26  eus paner ar bara hep goell a oa dirak an AOTROU e kemeras ur wastell hep goell, ur wastell bara eoulek hag ur vignezenn, hag e lakaas anezho war al lard ha war ar skoaz dehou.

27  Lakaat a reas an holl draoù-se e daouarn Aaron hag e daouarn e vibien, hag e hejas anezho evel ur prof dirak an AOTROU.

28  Moizez a gemeras anezho diwar o daouarn hag o lakaas da vogediñ war an aoter, war al loskaberzh. O gouestladur e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

29  Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

30  Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.

31  Moizez a lavaras da Aaron ha d’e vibien: Lakait da boazhañ ar c’hig ouzh digor teltenn an engalv hag e tebrot anezhañ eno gant ar bara a zo e paner ar gouestladur, evel ma em eus henn gourc’hemennet en ur lavarout: Aaron hag e vibien en debro.

32  Ar pezh a vo manet eus ar c’hig hag eus ar bara a vo devet en tan.

33  E-pad seizh devezh ned eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv, betek ma vo deizioù ho kouestladur peurdremenet, rak e seizh devezh e viot peurouestlet.

34  An AOTROU en deus gourc’hemennet ober evel m’eo bet graet hiziv, da zic’haouiñ evidoc’h.

35  Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din.

36  Aaron hag e vibien a reas an holl draoù en doa gourc’hemennet an AOTROU dre Voizez.

 

Pennad 9

Aberzhoù kentañ Aaron hag e vibien

1  D’an eizhvet deiz Moizez a c’halvas Aaron hag e vibien, hag henaourien Israel,

2  hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.

3  Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Kemerit ur bouc’h evit un aberzh-dic’haouiñ, ul leue hag un oan eus ur bloaz, disi, evit ul loskaberzh,

4  ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.

5  Degas a rejont ar pezh en doa gourc’hemennet Moizez dirak teltenn an engalv, hag an holl vodadenn a dostaas hag en em zalc’has dirak an AOTROU.

6  Moizez a lavaras: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober, ha gloar an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.

7  Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.

8  Aaron a dostaas ouzh an aoter hag a lazhas leue e aberzh-dic’haouiñ.

9  Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, hag e soubas e viz er gwad, e lakaas dioutañ war gerniel an aoter hag e skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter.

10  Hag e lakaas da vogediñ war an aoter al lard, al lounezhi hag ar flipezenn a zo war an avu eus an aberzh-dic’haouiñ, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

11  Met ar c’hig hag ar c’hroc’hen a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp.

12  Lazhañ a reas al loskaberzh. Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, a skuilhas war an aoter hag en-dro dezhi.

13  Degas a rejont dezhañ al loskaberzh troc’het a-dammoù gant ar penn, hag o lakaas da vogediñ war an aoter.

14  Gwalc’hiñ a reas ar bouzelloù hag an divhar hag o lakaas da vogediñ dreist al loskaberzh war an aoter.

15  Degas a reas prof ar bobl. Kemer a reas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, en lazhas hag en kinnigas evit ar pec’hed evel an hini kentañ.

16  Degas a reas al loskaberzh hag en kinnigas hervez ar reolenn.

17  Degas a reas an donezon hag e kemeras un dornad diouti, a lakaas da vogediñ war an aoter, ouzhpenn loskaberzh ar beure.

18  Lazhañ a reas kole ha tourz an aberzh a drugarekadennoù evit ar bobl. Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, a skuilhas war an aoter hag en-dro dezhi.

19  Degas a rejont dezhañ lard ar c’hole hag an tourz, al lost, al lard a c’holo ar bouzelloù, al lounezhennoù hag ar flipezenn a zo war an avu,

20  hag e lakajont al lard dreist ar bruchedoù, hag e lakaas al lard da vogediñ war an aoter.

21  Aaron a hejas evel ur prof ar bruchedoù hag ar skoaz dehou, evel m’en doa gourc’hemennet Moizez.

22  Aaron a savas e zaouarn war-zu ar bobl hag o bennigas. Hag e tiskennas, goude bezañ kinniget an aberzh-dic’haouiñ, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù.

23  Moizez hag Aaron a yeas e-barzh teltenn an engalv; pa zeujont er-maez e vennigjont ar bobl. Gloar an AOTROU en em ziskouezas d’an holl bobl.

24  An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas, hag en ur leuskel kriadennoù a levenez, en em daoljont war o dremmoù.

 

Pennad 10

Nadab hag Abihu a zo kuzumet

1  Nadab hag Abihu, mibien Aaron, a gemeras pep hini e ezañsouer, a lakaas tan ennañ, a lakaas ezañs warnañ hag a ginnigas dirak an AOTROU un tan estren, ar pezh n’en doa ket gourc’hemennet.

2  Un tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU hag a guzumas anezho, hag e varvjont dirak an AOTROU.

3  Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.

4  Moizez a c’halvas Mishael hag Elzafan, mibien Uziel, eontr Aaron, hag a lavaras: Tostait, dougit ho preudeur a-zirak ar santual, er-maez eus ar c’hamp.

5  Tostaat a rejont hag e tougjont anezho gant o zonegoù er-maez eus ar c’hamp evel m’en doa lavaret Moizez.

6  Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar e vibien: Na zizoloit ket ho pennoù ha na rogit ket ho tilhad, gant aon na varvfec’h ha na teufe fulor a-enep an holl vodadenn. Ra ouelo ho preudeur, holl di Israel, abalamour d’an entanadur en deus enaouet an AOTROU.

7  Ned eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv gant aon na varvfec’h, rak eoul oleviadur an AOTROU a zo warnoc’h. Hag e rejont hervez komzoù Moizez.

8  An AOTROU a gomzas da Aaron o lavarout:

9  Ne evi na gwin na evaj mezvus ebet, te ha da vibien ganit, pa’z eot e-barzh teltenn an engalv, gant aon na varvfec’h. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù,

10  evit ma c’hellot diheñvelañ ar pezh a zo santel diouzh ar pezh a zo disakr, ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan,

11 ha kelenn da vibien Israel an holl reolennoù en deus roet an AOTROU dezho dre zorn Moizez.

12  Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.

13  Henn debriñ a reot el lec’h santel, da zroed eo ha droed da vibien diwar ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, rak kement-se a zo bet gourc’hemennet din.

14  Ar bruched hejet evel ur prof hag ar skoaz kinniget evel prof savet a zebrot en ul lec’h glan, te, da vibien ha da verc’hed ganit, rak roet int deoc’h evel da zroed ha droed da vibien diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel.

15  Degas a raint ar skoaz savet hag ar bruched hejet gant ar prof a lard graet dre an tan, evit hejañ anezho evel ur prof dirak an AOTROU. Kement-se a vo dit ha da’z mibien ganit hervez ur reolenn beurbadus, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.

16  Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras:

17  Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.

18  Setu, ar gwad n’eo ket bet douget e-barzh ar santual, ret e oa deoc’h e zebriñ er santual, evel ma em eus gourc’hemennet.

19  Aaron a lavaras da Voizez: Setu, kinniget o deus hiziv o aberzh-dic’haouiñ hag o loskaberzh dirak an AOTROU, ha goude ar pezh a zo c’hoarvezet ganin, ma em befe debret an aberzh-dic’haouiñ hiziv, daoust ha plijet en defe d’an AOTROU?

20  Pa glevas Moizez kement-se, e asantas

 

Pennad 11

Loened glan ha dic’hlan

1  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2  Komzit da vibien Israel ha lavarit: Setu amañ al loened a zebrot a-douez an holl anevaled a zo war an douar.

3  Kement loen a zo faoutet e garn, forc’hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.

4  Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c’harn, ne zebrot ket ar c’hañval, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,

5  hag ar c’honikl, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,

6  hag ar c’had, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted he c’harn, dic’hlan e vo evidoc’h,

7  hag an hoc’h, rak faoutet eo e garm ha forc’hek e droad met ne zaskir ket, dic’hlan e vo evidoc’h.

8  Ne zebrot ket eus o c’hig ha ne stokot ket ouzh o c’horfoù marv, dic’hlan e vint evidoc’h.

9  Setu amañ ar re a zebrot a-douez ar pezh a zo en doureier. Kement en deus angelloù ha skant en doureier, er morioù hag er stêrioù, a zebrot.

10  Koulskoude, ar re n’o deus na angelloù na skant er morioù hag er stêrioù, a-douez ar re a fiñv en doureier, a-douez ar pezh a zo bev en doureier, a vo un euzhusted evidoc’h.

11  Un euzhusted e vint evidoc’h ha ne zebrot ket eus o c’hig; o c’horfoù marv a vo un euzhusted.

12  Ar re n’o deus na angelloù na skant en doureier a vo un euzhusted evidoc’h.

13  Setu amañ ar re a vo un euzhusted evidoc’h a-douez al laboused, ne zebrot ket anezho, un euzhusted e vint evidoc’h: an erer, ar grifon, an erer-spluj,

14  ar gup, ar barged hag e rumm,

15  ar vran hag hec’h holl rummoù,

16  ar struskañval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm,

17  an hoper-noz, ar vorvran, ar gaouenn,

18  an alarc’h, ar pilikant, ar morvaout,

19  ar c’hwibon, ar gerc’heiz hag he rumm, an houperig hag al logodenn-dall.

20  Pep loen o nijal hag a ruz hag a ya war bevar zroad, a vo un euzhusted evidoc’h.

21  Met debriñ a reot, a-douez al loened o nijal hag a ruz hag a ya war bevar zroad, ar re o deus divhar a-us d’o zreid evit lammat ganto war an douar.

22  Setu amañ ar re a zebrot: ar c’hilhog-raden hag e rumm, al lamperez hag he rumm, ar c’hwil hag e rumm, ar c’harveg hag e rumm.

23  Al loened all o nijal hag a ruz hag a ya war bevar zroad, a vo un euzhusted evidoc’h.

24  Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,

25  hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.

26  Kement loen a zo faoutet e garn met n’eo ket forc’hek e droad ha na zaskir ket, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko outañ a vo dic’hlan.

27  Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar zroad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,

28  hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz. Dic’hlan e vint evidoc’h.

29  Setu amañ ar re a vo dic’hlan evidoc’h a-douez al loened a ruz war an douar: ar c’hoz, al logodenn, ar glazard hag e rumm,

30  an avalaouer, ar ran, ar vaot, ar velc’hwedenn, ar c’hameleon.

31  Dic’hlan e vint evidoc’h e-touez an holl stlejviled; an hini a stoko outo pa vint marv a vo dic’hlan betek an noz.

32  Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.

33  Pa gouezho ur pezh bennak e-barzh ul lestr-pri bennak, al lestr a vo dic’hlan hag e torrot anezhañ.

34  Pep boued da zebriñ a vo deuet warnañ eus an dour-se a vo dic’hlan, ha pep evaj da evañ en un hevelep lestr a vo dic’hlan.

35  Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan; ar forn hag an oaled a vo distrujet, dic’hlan ez int ha dic’hlan e vint evidoc’h.

36  Ur vammenn pe ur feunteun e-lec’h ez eus kalz a zour a vo glan. Met an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan.

37  Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un had hadet ha da hadañ, glan e vo,

38  met mard eo bet lakaet dour war an had ha ma kouezh warnañ ur pezh bennak eus o c’horfoù marv, dic’hlan e vo evidoc’h.

39  Pa varvo unan eus al loened a zebrit, an hini a stoko e gorf marv a vo dic’hlan betek an noz,

40  an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.

41  Pep loen o ruzañ war an douar a vo un euzhusted evidoc’h, ne vo ket debret.

42  Ar stlejviled a ruz war an douar, ar re a vale war o c’hof, ar re a gerzh war bevar zroad pe war un niver bras a dreid, n’o debrot ket, rak un euzhusted e vint evidoc’h.

43  Na lakait ket ac’hanoc’h da zont da vezañ euzhus dre stlejvil ebet a ruz, n’en em lakait ket dic’hlan drezo, n’en em saotrit ket drezo.

44  Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.

45  Rak me eo an AOTROU en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue, hag e viot santel rak me a zo santel.

46  Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al loened, al laboused, ar c’hrouadurioù bev a fiñv en doureier hag ar c’hrouadurioù a ruz war an douar,

47  evit diforc’hañ ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan, al loen a vez debret diouzh an hini na vez ket debret.

 

Pennad 12

Reolennoù evit ar wreg he deus gwilioudet

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa zeuio ur wreg da vezañ brazez a da c’henel ur mab, e vo dic’hlan e-pad seizh devezh; dic’hlan e vo evel en amzer saotradur he mizioù.

3  D’an eizhvet deiz, kig e bod-mezenn a vo amdroc’het.

4  Chom a raio e-pad tri devezh ha tregont d’en em c’hlanaat eus he gwad. Ne stoko ouzh tra santel ebet ha ned aio ket er santual, ken na vo peurdremenet deizioù he glanidigezh.

5  Mar gan ur plac’h e vo dic’hlan div sizhunvezh, evel en amzer he saotradur, hag e chomo e-pad c’hwec’h devezh ha tri-ugent d’en em c’hlanaat eus he gwad.

6  Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.

7  An aberzhour a ginnigo anezho dirak an AOTROU hag a raio an dic’haou eviti; glanaet e vo eus ha red-gwad. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn ar wreg a c’han ur paotr pe ur plac’h.

8  Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.

 

Pennad 13

Kleñvedoù-kroc’hen a bep seurt

1  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2  Pa en devo un den war groc’hen e gorf ur yoc’henn, un darouedenn pe un tarch gwenn, a vo war groc’hen e gorf evel ur gouli lorgnez, degaset e vo da gavout Aaron an aberzhour, pe da gavout unan eus e vibien an aberzhourien.

3  An aberzhour a sello ouzh ar gouli a zo war groc’hen ar c’horf. Mard eo blev ar gouli deuet da vezañ gwenn ha mard eo doare ar gouli donoc’h eget kroc’hen e gorf, ez eo ur gouli lorgnez; an aberzhour a sello outañ hag a zisklêrio anezhañ dic’hlan.

4  Mard eo un tarch gwenn-kann war groc’hen ar c’horf ha ma n’eo ket e zoare donoc’h eget ar c’hroc’hen ha ma n’eo ket e vlev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a serro e-pad seizh devezh an hini en deus ar gouli.

5  An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar kav dezhañ eo ar gouli paouezet ha n’eo ket ar gouli astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a serro anezhañ un eil gwech e-pad seizh devezh.

6  An aberzhour a sello outañ un eil gwech d’ar seizhvet deiz. Mard eo deuet ar gouli da vezañ teñvaloc’h ha ma n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, un darouedenn eo. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan.

7  Mard eo astennet an darouedenn war ar c’hroc’hen goude m’en devo sellet an aberzhour outañ evit e zisklêriañ glan, an aberzhour a sello outañ un eil gwech.

8  An aberzhour a sello outañ. Mard eo an darouedenn astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan; al lorgnez eo.

9  Pa vo war un den ur gouli lorgnez, degaset e vo da gavout an aberzhour.

10  An aberzhour a sello outañ. Mard eo ur yoc’henn wenn war e groc’hen ha mar he deus lakaet ar blev da vezañ gwenn ha mard eo ur mesk a gig bev er yoc’henn,

11  ez eo ul lorgnez wriziennet e kroc’hen e gorf; an aberzhour en disklêrio dic’hlan; ne serro ket anezhañ rak dic’hlan e vo.

12  Mar dispuilh al lorgnez war ar c’hroc’hen ha mar golo al lorgnez holl groc’hen an hini en deus ar gouli adal ar penn betek an treid, dre holl ma c’hell an aberzhour gwelout,

13  an aberzhour a sello outañ. Mar golo al lorgnez e gig en e bezh, e tisklêrio glan an hini en deus ar gouli; deuet e vo da vezañ gwenn holl, glan e vo.

14  Met d’an deiz ma vo gwelet ur mesk a gig bev, e vo dic’hlan;

15  p’en devo gwelet an aberzhour ar c’hig bev, e tisklêrio anezhañ dic’hlan, ar c’hig bev a zo dic’hlan, al lorgnez eo.

16  Mar deu ar c’hig bev da dreiñ en gwenn, ez aio da gavout an aberzhour.

17  An aberzhour a sello outañ. Mard eo ar gouli deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio glan an hini en deus ar gouli; glan e vo.

18  Pa en devo bet unan bennak war groc’hen e gig un danijenn a vo bet pareet,

19  ha ma vo, e lerc’h an danijenn, ur yoc’henn wenn pe un tarch gwenn-rous, gwelet e vo gant an aberzhour.

20  An aberzhour a sello outañ. Mar kav dezhañ eo donoc’h an tarch eget ar c’hroc’hen ha mard eo ar blev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo, o tispuilhat en danijenn.

21  Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh.

22  Mard eo an tarch astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.

23  Met mard eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet, ur gleizhenn eus an danijenn eo, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan.

24  Pa en devo bet unan bennak war groc’hen e gig un devad graet gant an tan, ha ma vo, e merk an devad, un tarch gwenn-rous pe wenn,

25  an aberzhour a sello outañ. Mard eo ar blev deuet da vezañ gwenn ha mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen, eo al lorgnez o tispuilhat en devad. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.

26  Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh.

27  An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mard eo astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.

28  Met mard eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen hag a zo deuet da vezañ teñvaloc’h, yoc’henn an devad eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, rak kleizhenn an devad eo.

29  Pa en devo ur gwaz pe ur vaouez ur gouli er penn pe er barv,

30  an aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen ha mard eo ennañ blev melen ha dister, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. An tagn eo, lorgnez ar penn pe ar barv.

31  Mar kav d’an aberzhour, o sellout ouzh gouli an tagn, n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen ha n’eus ket blev du ennañ, e serro e-pad seizh devezh an hini en deus gouli an tagn.

32  An aberzhour a sello ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Ma n’eo ket gouli an tagn astennet, ma n’eus ket blev melen ennañ ha mar kav dezhañ n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen,

33  touzet e vo, met an tagn ne vo ket touzet, hag an aberzhour en serro un eil gwech e-pad seizh devezh.

34  An aberzhour a sello ouzh an tagn d’ar seizhvet deiz. Ma n’eo ket an tagn astennet war ar c’hroc’hen ha mar kav dezhañ n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan.

35  Met mard eo an tagn astennet war ar c’hroc’hen goude e c’hlanidigezh,

36  an aberzhour a sello outañ. Mard eo an tagn astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour ne glasko ket a vlev melen, dic’hlan eo.

37  Mar kav dezhañ ez eo an tagn paouezet hag ez eus blev du o vountañ, an tagn a zo pareet. Glan eo hag an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan.

38  Pa en devo ur gwaz pe ur vaouez tarchoù, tarchoù gwenn, war groc’hen o c’horf,

39  an aberzhour a sello outo. Mard eo war groc’hen o c’horf tarchoù arwenn, emaint tarchoù o tispuilhat war ar c’hroc’hen, glan int.

40  Pa en devo un den e benn dibourvez a vlev, ur moal eo, glan eo.

41  Mard eo e benn dibourvez a vlev en tu raok, eo un tal moal, glan eo.

42  Mard eo war lodenn voal e benn pe e dal ur gouli gwenn-rous, eo al lorgnez o tispuilhat e lodenn voal e benn pe e dal.

43  An aberzhour a sello outañ. Mard eo ur yoc’henn gwenn-rous er gouli, war lodenn voal e benn pe e dal, heñvel ouzh al lorgnez war groc’hen ar c’horf,

44  un den lovr eo, dic’hlan eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Emañ e c’houli en e benn.

45  An den lovr hag a vo gouliet en devo e zilhad roget hag e benn en noazh; goloet e vo e varv hag e krio: Dic’hlan! Dic’hlan!

46  E-keit hag en devo ar gouli, e vo dic’hlan. Dic’hlan eo, chom a raio e-unan, e chomlec’h a vo er-maez eus ar c’hamp.

47  Pa vo ur gouli lorgnez war un dilhad, war un dilhad gloan pe war un dilhad lin,

48  e steuñvenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe en ur c’hroc’hen pe en un dra bennak graet gant kroc’hen,

49  ha ma vo ar gouli arwer pe arruz war an dilhad pe war ar c’hroc’hen pe er steuñvenn pe en anneuenn pe en un dra bennak a groc’hen, ur gouli a lorgnez eo; gwelet e vo gant an aberzhour.

50  An aberzhour a sello ouzh ar gouli hag a serro e-pad seizh devezh ar pezh en deus ar gouli.

51  Sellout a raio ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Mard eo ar gouli astennet war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war ar c’hroc’hen pe war un dra bennak graet gant kroc’hen, ur gouli a lorgnez wriziennet eo, dic’hlan eo.

52  Deviñ a raio an dilhad, pe ar steuñvenn pe an anneuenn e gloan pe e lin, pe an dra a groc’hen a vo ar gouli warnañ, rak ul lorgnez wriziennet eo. Devet e vo en tan.

53  Pa sello an aberzhour, ma n’eo ket astennet ar gouli war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war an dra a groc’hen,

54  e c’hourc’hemenno gwalc’hiñ an dra en deus ar gouli hag e serro anezhañ un eil gwech e-pad seizh devezh.

55  An aberzhour a sello ouzh ar gouli goude ma vo bet gwalc’het. Ma n’eo ket kemmet stumm ar gouli ha ma n’eo ket astennet ar gouli, an dra a zo dic’hlan, devet e vo en tan. Krignet eo bet war an tu mat pe war an tu gin.

56  Pa sello an aberzhour, mard eo deuet ar gouli da vezañ teñval goude ma vo bet gwalc’het, e tiframmo anezhañ diouzh an dilhad pe diouzh ar c’hroc’hen pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn.

57  Pa sello, mard eo c’hoazh war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war an dra a groc’hen, un dispuilh eo, devet e vo en tan ar pezh emañ ar gouli warnañ.

58  Pa vo aet kuit ar gouli diouzh an dilhad pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn pe diouzh an dra a groc’hen, goude ma vo be gwalc’het, neuze e vo gwalc’het un eil gwech, hag e vo glan.

59  Hounnezh eo al lezenn diwar-benn gouli al lorgnez war un dilhad gloan pe war un dilhad lin pe en ur steuñvenn pe en un anneuenn pe war un dra bennak a groc’hen, evit disklêriañ ar pezh a zo glan hag ar pezh a zo dic’hlan.

 

Pennad 14

Glanidigezh an den lovr

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Setu al lezenn diwar-benn an den lovr evit deiz e c’hlanidigezh. Degaset e vo d’an aberzhour.

3  An aberzhour a yelo er-maez eus ar c’hamp hag a sello ouzh an den lovr. Mard eo pareet gouli al lorgnez war an den lovr,

4  an aberzhour a c’hourc’hemenno kemer, evit e c’hlanidigezh, daou labous bev ha glan, koad sedrez, ruz-moug ha sikadez.

5  An aberzhour a c’hourc’hemenno ma vo lazhet unan al laboused war ul lestr-pri, a-us da zour bev.

6  Al labous bev a gemero, gant ar c’hoad sedrez, ar ruz-moug hag ar sikadez, hag e soubo anezho, gant al labous bev, e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev.

7  Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an hini da c’hlanaat eus al lorgnez, en disklêrio glan, hag e laosko al labous bev er parkeier.

8  An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met chom a raio e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.

9  D’ar seizhvet deiz e touzo holl vlev e benn, e varv hag e abrantoù, touzañ a raio e holl vlev, kannañ a raio e zilhad, gwalc’hiñ a raio e gorf en dour, hag e vo glan.

10  D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa ~ 9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log (~ 0.5 l) eoul.

11  An aberzhour hag a ra ar c’hlanidigezh a lakaio an den da c’hlanaat gant an traoù-se dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv.

12  An aberzhour a gemero unan an oaned d’e ginnig evel aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.

13  Lazhañ a raio an oan el lec’h ma vez lazhet an aberzh-dic’haouiñ hag al loskaberzh, el lec’h santel, rak, evel ma’z eo an aberzh-dic’haouiñ evit an aberzhour, an aberzh a gablusted a zo evitañ ivez. Un dra santel-meurbet eo.

14  An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag an aberzhour en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

15  An aberzhour a gemero eus al log eoul hag en skuilho war balv e zorn kleiz e-unan.

16  An aberzhour a soubo biz e zorn dehou en eoul a vo en e zorn kleiz, hag e sparfo an eoul gant e viz seizh gwech dirak an AOTROU.

17  An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo manet en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.

18  An eoul a vo manet e dorn an aberzhour, eñ en lakaio war benn an hini da c’hlanaat, hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou dirak an AOTROU.

19  An aberzhour a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ hag a raio an dic’haou evit an hini da c’hlanaat eus e zic’hlanded, ha goude e lazho al loskaberzh.

20  An aberzhour a ginnigo al loskaberzh hag an donezon war an aoter, hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou; hag e vo glan.

21  Mard eo paour ha ma n’en deus ket aez da gement-se, e kemero un oan hepken evit an aberzh a gablusted da hejañ evel ur prof, evit ober an dic’haou evitañ, un dekvedenn efa (1/10 efa ~ 3 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ul log (~ 0.5 l) eoul,

22  ha div durzhunell pe div goulm yaouank, hervez e aez, unan evit an aberzh-dic’haouiñ hag eben evit al loskaberzh.

23  D’an eizhvet deiz e tegaso an traoù-se evit e c’hlanidigezh d’an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOROU.

24  An aberzhour a gemero an oan evit an aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.

25  Lazhañ a raio oan an aberzh a gablusted. An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

26  An aberzhour a skuilho eus an eoul war balv e zorn kleiz e-unan.

27  Eus an eoul a vo en e zorn kleiz, an aberzhour a sparfo gant e viz dehou seizh gwech dirak an AOTROU.

28  An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.

29  An eoul a vo manet e dorn an aberzhour, eñ en lakaio war benn an hini da c’hlanaat, evit ober evitañ an dic’haou dirak an AOTROU.

30  Neuze e kinnigo unan an div durzhunell pe unan an div goulm yaouank, hervez ar pezh a c’hello kaout,

31  unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh, gant an donezon, hag an aberzhour a raio an dic’haou dirak an AOTROU evit an hini da c’hlanaat.

32  Hounnezh eo al lezenn diwar-benn an hini en deus ur gouli lorgnez, ha n’en deus ket aez a-walc’h evit e c’hlanidigezh.

33  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

34  Pa viot aet e bro Ganaan, a roan deoc’h da berc’hennañ, mar lakaan ur gouli lorgnez war un ti eus ar vro a vo deoc’h,

35  an hini a vo dezhañ an ti a zeuio hag a gomzo d’an aberzhour o lavarout: Gwelout a ran evel ur gouli en ti.

36  An aberzhour a c’hourc’hemenno goullonderiñ an ti a-raok ma’z aio an aberzhour ennañ da welout ar gouli, evit na vo ket dic’hlan kement a vo en ti; goude-se ez aio an aberzhour da welout an ti.

37  An aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar en deus ar gouli a zo war vogerioù an ti kleuzioù arwer pe arruz ha mar kav dezhañ eo donoc’h eget ar voger,

38  an aberzhour a yelo er-maez eus an ti, ha, pa vo ouzh an nor, e serro an ti e-pad seizh devezh.

39  D’ar seizhvet deiz an aberzhour a addeuio ennañ hag a sello. Mard eo ar gouli astennet war vogerioù an ti,

40  e c’hourc’hemenno an aberzhour tennañ ar vein emañ warno ar gouli hag o zeurel er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

41  Ober a raio raklañ an ti en diabarzh, tro-dro, hag e vo taolet kuit ar poultr a vo raklet er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

42  Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.

43  Mar deu ar gouli adarre ha mar dispuilh en ti goude ma oa bet tennet ar vein, goude ma oa bet raklet an ti ha goude ma oa bet induet,

44  an aberzhour a addeuio ennañ hag a sello. Mard eo ar gouli astennet en ti, ez eo ul lorgnez wriziennet en ti, dic’hlan eo.

45  Diskaret e vo an ti, e vein, e goad hag holl bri-raz an ti. O c’haset e vint er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

46  An hini a vo aet e-barzh an ti e-pad an holl amzer ma oa bet serret a vo dic’hlan betek an noz.

47  An hini en devo kousket en ti a ganno e zilhad, hag an hini en devo debret en ti a ganno e zilhad.

48  Met mar deu an aberzhour ha mar gwel penaos ne vo ket astennet ar gouli en ti goude ma’z eo bet induet an ti, an aberzhour a zisklêrio an ti glan, rak ar gouli a zo pareet.

49  Kemer a raio, evit glanaat an ti, daou labous, koad sedrez, ruz-moug ha sikadez.

50  Lazhañ a raio unan al laboused war ul lestr-pri, a-us da zour bev.

51  Kemer a raio ar c’hoad sedrez, ar sikadez, ar ruz-moug hag al labous bev, hag e soubo anezho e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev. Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an ti.

52  An ti a c’hlanaio gant gwad al labous, gant an dour bev, gant al labous bev, gant ar c’hoad sedrez, gant ar sikadez ha gant ar ruz-moug.

53  Hag e laosko al labous bev er-maez eus kêr, er parkeier, hag e raio dic’haou evit an ti; glan e vo.

54  Hounnezh eo al lezenn diwar-benn pep gouli a lorgnez ha diwar-benn an tagn,

55  diwar-benn lorgnez an dilhad hag an tiez,

56  diwar-benn ar yoc’hennoù, an darouedennoù hag an tarchoù,

57  evit reiñ anaoudegezh eus an dra dic’hlan hag eus an dra c’hlan. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al lorgnez.

 

Pennad 15

Dic’hlanded an den hag ar vaouez

1  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2  Komzit da vibien Israel ha lavarit: Pep den en devo ur berad eus e gig a vo dic’hlan an abeg d’e verad.

3  En e verad eo emañ e zic’hlander; pe e lez e gig ar berad da redek pe e talc’h anezhañ, dic’hlan eo.

4  Pep gwele ma kousko warnañ an hini en deus ar berad a vo dic’hlan, ha pep tra a azez warnañ a vo dic’hlan.

5  An hini a stoko ouzh e wele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

6  An hini a azezo war un dra ma’z eo bet azezet warnañ an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

7  An hini a stoko ouzh kig an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

8  Mar krañch an hini en deus ar berad war un den glan, hemañ a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

9  Pep dibr ma azezo warnañ an hini en deus ar berad, a vo dic’hlan.

10  An hini a stoko ouzh un dra bennak a zo bet dindanañ, a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo an dra-se, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

11  An hini a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, ha n’en devo ket gwalc’het e zaouarn en dour, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

12  Pep lestr-pri a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, a vo torret, ha pep lestr-koad a vo gwalc’het en dour.

13  Pa vo glanaet an hini en deus ar berad diouzh e verad, e konto seizh devezh evit e c’hlanidigezh; neuze e kanno e zilhad, e walc’ho e gig gant dour bev, hag e vo glan.

14  D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, e teuio dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv hag e roio anezho d’an aberzhour.

15  An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.

16  An den a zeuio dioutañ sper kediadenn a walc’ho e holl gorf en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

17  Pep dilhad ha pep kroc’hen a vo bet warno sper kediadenn, a vo kannet en dour hag a vo dic’hlan betek an noz.

18  Pa gousko ur vaouez gant un den a zeuio dioutañ sper kediadenn, en em walc’hint en dour, hag e vint dic’hlan betek an noz.

19  Ar vaouez he devo ur berad, ur berad gwad eus he c’hig, a vo en he saotradur e-pad seizh devezh. Piv bennak a stoko outi a vo dic’hlan betek an noz.

20  Pep gwele ma kousko warnañ e-pad he saotradur a vo dic’hlan, ha pep tra a azez warnañ a vo dic’hlan.

21  An hini a stoko ouzh he gwele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

22  An hini a stoko ouzh un dra ma vo bet azezet warnañ, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

23  Mard eo un dra bennak war ar gwele pe war an dra ma vo bet azezet warnañ, an hini a stoko outañ a vo dic’hlan betek an noz.

24  Mar kousk un den ganti hag e teu he saotradur warnañ, e vo dic’hlan seizh devezh; pep gwele a gousko warnañ a vo dic’hlan.

25  Ar vaouez he devo ur berad gwad e-pad meur a zevezh hep na vefe mare he saotradur pe en tu-hont da vare he saotradur, a vo dic’hlan e-pad holl amzer he berad evel en amzer he saotradur.

26  Pep gwele ma kousko warnañ e-pad holl amzer he berad a vo eviti evel gwele he saotradur, ha pep tra ma azezo warnañ a vo dic’hlan evel e-pad he saotradur.

27  An hini a stoko outo a vo dic’hlan; kannañ a raio e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

28  Pa vo glanaet eus he berad, e konto seizh devezh, hag e vo glan.

29  D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank hag e tegaso anezho d’an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.

30  An aberzhour a ginnigo unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eviti dirak an AOTROU, abalamour d’he berad a lakae anezhi dic’hlan.

31  Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.

32  Hounnezh eo al lezenn diwar-benn an den en deus ur berad pe a zeu dioutañ sper kediadenn,

33  diwar-benn ar vaouez a zo gant saotradur he mizioù, diwar-benn an den pe ar vaouez gant ur berad o redek ha diwar-benn an den a gousk gant ur vaouez dic’hlan.

 

Pennad 16

Gouel an Dic’haou

1  An AOTROU a gomzas da Voizez goude marv daou vab Aaron, pa dostajont dirak an AOTROU ha pa varvjont.

2  An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ned aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.

3  Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.

4  Gwiskañ a raio an doneg lin santel, brageier lin a vo war e gig, gourizet e vo gant ur gouriz lin ha goloet gant un diarenn lin; ar re-se eo ar gwiskamantoù santel. Gwalc’hiñ a raio e gorf en dour hag e wisko anezho.

5  Daou vouc’h a zegemero digant bodadenn mibien Israel evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.

6  Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.

7  Kemer a raio an daou vouc’h hag e lakaio anezho dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv.

8  Aaron a zaolo d’ar sord an daou vouc’h, ur sord evit an AOTROU hag ur sord evit Azazel.

9  Aaron a lakaio da dostaat ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit an AOTROU hag en kinnigo evel aberzh-dic’haouiñ.

10  Ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit Azazel a vo lakaet bev dirak an AOTROU, evit ober warnañ an dic’haou hag e gas kuit da Azazel er gouelec’h.

11  Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.

12  Kemer a raio un ezañsouer leun a c’hlaou-bev a-ziwar an aoter dirak an AOTROU ha daou zornad ezañs a c’hwezh-vat poultrek, hag e tougo an traoù-se en diabarzh ar ouel.

13  Lakaat a raio an ezañs war an tan dirak an AOTROU, evit ma c’holoio mogedenn an ezañs al lec’h-a-drugarez a zo war an Testeni, ha ne varvo ket.

14  Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war-c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz.

15  Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez.

16  Evel-se e raio an dic’haou evit al lec’h santel en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel hag en abeg d’o disentidigezh en o holl bec’hedoù. Ober a raio en hevelep doare evit teltenn an engalv a chom ganto e-touez o dic’hlanderioù.

17  Den ebet ne vo e teltenn an engalv pa’z aio enni evit ober an dic’haou el lec’h santel, ha betek ma teuio er-maez. Ober a raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh, hag evit holl vodadenn Israel.

18  Mont a raio d’an aoter a zo dirak an AOTROU hag e raio an dic’haou evitañ; kemer a raio eus gwad ar c’hole hag eus gwad ar bouc’h, hag en lakaio war gerniel an aoter hag en-dro dezhi.

19  Warni e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz. He glanaat hag he santelaat a raio en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel.

20  Pa vo echu an dic’haou eus al lec’h santel, eus teltenn an engalv hag eus an aoter, e lakaio da dostaat ar bouc’h bev.

21  Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit er gouelec’h gant sikour un den evit-se.

22  Ar bouc’h a gaso gantañ o holl zireizhderioù en un douar digenvez; lezet e vo er gouelec’h.

23  Aaron a yelo e teltenn an engalv hag e kuitaio e wiskamantoù lin en doa gwisket evit mont el lec’h santel, hag o lezo eno.

24  Gwalc’hiñ a raio e gorf gant dour el lec’h santel hag ec’h adkemero e wiskamantoù; goude ez aio er-maez, e kinnigo e loskaberzh ha loskaberzh ar bobl, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit ar bobl.

25  Lakaat a raio da vogediñ war an aoter lard an aberzh-dic’haouiñ.

26  An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.

27  Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.

28  An hini en devo o devet a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.

29  Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus: d’ar seizhvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, ne reot labour ebet, nag an henvroad nag an diavaeziad a zo o chom en ho touez.

30  En deiz-se e vo graet an dic’haou evidoc’h, evit ho klanaat; glanaet e viot eus hoc’h holl pec’hedoù dirak an AOTROU.

31  Ur sabad-diskuizh e vo evidoc’h, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù. Ur reolenn beurbadus eo.

32  An aberzhour olevet, gouestlet evit ar servij evel aberzhour war-lerc’h e dad, eo an hini a raio an dic’haou. Gwiskañ a raio an dilhadoù lin, ar gwiskamantoù santel.

33  An dic’haou a raio evit ar santual santel, an dic’haou a raio evit teltenn an engalv hag evit an aoter, an dic’haou a raio evit an aberzhourien hag evit holl bobl ar vodadenn.

34  Kement-mañ a vo evidoc’h ur reolenn beurbadus, graet e vo an dic’haou evit mibien Israel abalamour d’o holl bec’hedoù ur wech ar bloaz. Graet e voe evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

 

Pennad 17

Lezennoù ha reolennoù a bep seurt

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vibien Israel, ha lavar: Setu ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU:

3  Piv bennak eus ti Israel a lazho er c’hamp un ejen, un oan pe ur c’havr, pe en lazho er-maez eus ar c’hamp,

4  ha n’en devo ket e zegaset ouzh digor teltenn an engalv evit ober ur prof d’an AOTROU dirak tabernakl an AOTROU, ar gwad a vo kontet d’an den-se; ar gwad en devo skuilhet hag an den-se a vo lamet eus e bobl,

5  evit ma vo degaset gant mibien Israel o aberzhoù a lazhont er parkeier d’an aberzhour dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv, ha ma kinnigint anezho evel aberzh a drugarekadennoù.

6  An aberzhour a skuilho ar gwad war aoter an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv, hag e lakaio al lard da vogediñ; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo.

7  Ne ginnigint ken o aberzhoù d’an diaouled, emaint o vont da c’hast ganto. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù.

8  Lavarout a ri eta dezho: Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a ginnigo ul loskaberzh pe un aberzh,

9  ha n’en degaso ket ouzh digor teltenn an engalv evit e ginnig d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl.

10  Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,

11  rak ene ar c’hig a zo er gwad. E roet em eus war an aoter d’ober dic’haou evit hoc’h eneoù, rak ar gwad eo a ra dic’haou evit an ene.

12  Setu perak em eus lavaret da vibien Israel: Den eus ho touez ne zebro gwad, hag an diavaeziad o chom en ho touez ne zebro ket gwad.

13  Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a chaseo hag a gemero ul loen pe ul labous a c’hell bezañ debret, a skuilho e wad hag en goloio gant poultr,

14  rak ene pep kig eo; e wad eo e ene. Setu perak em eus lavaret da vibien Israel: Ne zebrot gwad kig ebet, rak ene pep kig eo e wad. Piv bennak a zebro dioutañ a vo lamet.

15  Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.

16  Ma ne gann ket anezho ha ma ne walc’h ket e gorf, e tougo e zireizhder.

 

Pennad 18

Euzhusterioù a bep seurt

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Me eo an AOTROU ho Toue.

3  Ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ejipt m’oc’h bet o chom enni, ha ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ganaan ma kasan ac’hanoc’h enni, ne gerzhot ket hervez o reolennoù.

4  Kerzhout a reot hervez va barnedigezhioù hag e virot va reolennoù evit o heuliañ. Me eo an AOTROU ho Toue.

5  Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù; an den en devo graet anezho a vevo drezo. Me eo an AOTROU.

6  Hini ac’hanoc’h ne dostaio ouzh ur plac’h kar dezhañ evit dizoleiñ he noazhder. Me eo an AOTROU.

7  Ne zizoloi ket noazhder da dad na noazhder da vamm, da vamm eo, ne zizoloi ket he noazhder.

8  Ne zizoloi ket noazhder gwreg da dad, noazhder da dad eo.

9  Ne zizoloi ket noazhder da c’hoar, merc’h da dad pe merc’h da vamm, ganet en ti pe ganet er-maez eus an ti, ne zizoloi ket he noazhder.

10  Ne zizoloi ket noazhder merc’h da vab pe merc’h da verc’h, ne zizoloi ket he noazhder, da noazhder eo.

11  Ne zizoloi ket noazhder merc’h gwreg da dad, ganet eus da dad, da c’hoar eo, ne zizoloi ket he noazhder.

12  Ne zizoloi ket noazhder c’hoar da dad, kig da dad eo.

13  Ne zizoloi ket noazhder c’hoar da vamm, kig da vamm eo.

14  Ne zizoloi ket noazhder breur da dad, ne dostaio ket ouzh e wreg, da voereb eo.

15  Ne zizoloi ket noazhder da verc’h-kaer, gwreg da vab eo, ne zizoloi ket he noazhder.

16  Ne zizoloi ket noazhder gwreg da vreur, noazhder da vreur eo.

17  Ne zizoloi ket noazhder ur vaouez hag hini he merc’h. Ne gemeri ket merc’h he mab pe merc’h he merc’h evit dizoleiñ o noazhder, he c’hig eo, un torfed eo.

18  Ne gemeri ket ur wreg gant he c’hoar, evit kreskiñ ur gasoni o tizoleiñ he noazhder e-kichen da wreg e-pad he buhez.

19  Ne dostaio ket ouzh ur wreg evit dizoleiñ he noazhder en amzer saotradur he dic’hlander.

20  Ne’z po ket darempred reizhel gant gwreg da nesañ evit en em saotrañ ganti.

21  Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.

22  Ne gouski ket gant ur paotr evel ma kouskez gant ur wreg. Un euzhusted eo.

23  Ne gouski ket gant ul loen evit en em saotrañ gantañ. Ur vaouez ne dostaio ket ouzh ul loen evit mont da c’hast gantañ. Un euzhusted eo.

24  N’en em saotrit ket gant tra ebet, rak dre an holl draoù-se eo en em saotret ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h.

25  An douar a zo bet saotret hag e kastizin o direizhder; an douar a zislonko e annezidi.

26  Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù ha ne reot hini ebet eus an euzhusterioù-se, nag an henvroad nag an diavaeziad a zo o chom en ho touez.

27  Rak en holl draoù euzhus-se a zo bet graet gant tud ar vro hag a zo bet araozoc’h, hag an douar a zo bet saotret.

28  Ra ne zislonko ket ac’hanoc’h an douar en ur saotrañ anezhañ, evel m’en deus dislonket ar bobl a oa araozoc’h.

29  Ar re holl a raio unan bennak eus an traoù euzhus-se a vo lamet eus o fobl.

30  Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 19

Reolennoù all da virout

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue.

3  Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.

4  N’en em droit ket etrezek an idoloù ha ne rit ket deoc’h doueoù teuzet. Me eo an AOTROU ho Toue.

5  Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat.

6  Debret e vo da zeiz an aberzh pe d’an deiz war-lerc’h; ar pezh a vo manet betek an trede deiz a vo devet en tan.

7  Mar debrer dioutañ d’an trede deiz, un euzhusted eo, ne vo ket degemeret mat.

8  An hini a zebro dioutañ a zougo e zireizhder, rak en devo disakret ar pezh a zo santelaet evit an AOTROU; an den-se a vo lamet eus e bobl.

9  Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa ez eost.

10  Ne zañvouesai ket bordoù da winienn ha ne zastumi ket ar greun kouezhet. O lezel a ri evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue.

11  Ne laerot ket, ne lavarit ket gevier ha ne douellot ket an eil egile.

12  Ne douot ket en faos dre va anv, rak e tisakrfes anv da Zoue. Me eo an AOTROU.

13  Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.

14  Ne villigi ket un den bouzar ha ne lakai netra risklus dirak un den dall, rak doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.

15  Ne ri ket a zireizhder ez parnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met barn a ri da nesañ gant reizhder.

16  N’i ket da embann brud fall e-touez da bobl. Ne savi ket a-enep gwad da nesañ. Me eo an AOTROU.

17  Ne gasai ket da vreur ez kalon. Tamall a ri da nesañ ha ne zougi ket ur pec’hed abalamour dezhañ.

18  N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.

19  Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel.

20  Pa gousko un den hag en devo darempred reizhel gant ur vaouez a vefe ur vatezh prometet e dimeziñ da un den all, ha ma n’eo ket na dasprenet na frankaet, e vint kastizet; met ne vint ket lakaet d’ar marv rak n’he deus ket bet frankaet.

21  Degas a raio e aberzh a gablusted d’an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv, un tourz evit aberzh a gablusted.

22  An aberzhour a raio evitañ an dic’haou gant tourz an aberzh a gablusted, dirak an AOTROU, evit ar pec’hed en deus graet, hag ar pec’hed en deus graet a vo pardonet dezhañ.

23  Pa viot aet er vro ha ma ho po plantet a bep seurt gwez frouezh, e sellot o frouezh evel diamdroc’h. E-pad tri bloaz e vint diamdroc’h evidoc’h, n’o debrot ket.

24  D’ar pevare bloaz, o holl frouezh a vo santelaet evit meuliñ an AOTROU.

25  D’ar pempvet bloaz e tebrot ar frouezh anezho, hag e kresko deoc’h ar c’hementad dastumet. Me eo an AOTROU ho Toue.

26  Ne zebrot netra gant gwad. Ne rit na achanterezh na divinerezh.

27  Ne droc’hot ket e kelc’h kornioù ho plev, ha ne douzi ket kornioù da varv.

28  Ne reot flañch ebet en ho kig evit unan marv, ha ne tresot ket a verkoù warnoc’h. Me eo an AOTROU.

29  Ne zisakri ket da verc’h o lakaat anezhi da vezañ ur c’hast, gant aon na gouezhfe ar vro er gasterezh ha na vefe ar vro leun a zrougiezh.

30  Mirout a reot va deizioù sabad ha doujañ a reot va santual. Me eo an AOTROU.

31  N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.

32  Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.

33  Mar deu un diavaeziad da chom en ho touez, ne heskini ket anezhañ.

34  An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.

35  Ne reot ket a zireizhder er barnedigezhioù nag er muzulioù nag er pouezioù nag en endalc’hioù.

36  Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt.

37  Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU.

 

Pennad 20

Euzhusterioù argarzhus

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Lavar da vibien Israel: Piv bennak, eus mibien Israel pe eus an diavaezidi a zo o chom en Israel, a roio eus e vugale da Volok, a vo lakaet d’ar marv; meinataet e vo gant pobl ar vro.

3  Me a lakaio va dremm a-enep an den-se, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl abalamour m’en devo roet eus e vugale da Volok evit saotrañ va santual ha disakrañ va anv santel.

4  Mar serr pobl ar vro he daoulagad war an den-se pa roio eus e vugale da Volok ha ma n’en laka ket d’ar marv,

5  e lakain-me va dremm a-enep an den-se hag a-enep e diegezh, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl gant ar re holl en em c’hastaouo eveltañ o c’hastaouiñ gant Molok.

6  An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.

7  En em santelaat a reot hag e viot santel. Me eo an AOTROU ho Toue.

8  Mirout a reot va reolennoù hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h.

9  An hini a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv; milliget en devo e dad pe e vamm, e wad a vo warnañ.

10  Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv.

11  Mar kousk un den gant gwreg e dad, e tizoloio noazhder e dad; bez’ e vint o-daou lakaet d’ar marv, o gwad a vo warno.

12  Mar kousk un den gant e verc’h-kaer, e vint o-daou lakaet d’ar marv; un euzhusted o deus graet, o gwad a vo warno.

13  Mar kousk un den gant un den evel ma kousker gant ur wreg, graet o deus o-daou un euzhusted; lakaet e vint d’ar marv, o gwad a vo warno.

14  Mar kemer un den ur wreg hag e vamm, un torfed eo; devet e vint en tan, eñ hag int, evit na chomo ket an torfed-se en ho touez.

15  Mar en deus un den darempred reizhel gant ul loen, lakaet e vo d’ar marv, hag e lazhi al loen.

16  Mar tosta ur vaouez ouzh ul loen evit mont da c’hast gantañ, e lazhi ar vaouez hag al loen; lakaet e vint d’ar marv, o gwad a vo warno.

17  Mar kemer un den e c’hoar, merc’h e dad pe merc’h e vamm, ha ma wel he noazhder, ha ma hi a wel e noazhder, ur vezh eo; lamet e vint kuit dirak daoulagad mibien o fobl; dizoloet en deus noazhder e c’hoar, dougen a raio e zireizhder.

18  Mar kousk un den gant ur vaouez e-pad he mizioù ha ma tizolo he noazhder, mar laka-eñ hec’h andon en noazh ha ma tizolo-hi andon he gwad, e vint o-daou lamet a-douez o fobl.

19  Ne zizoloi ket noazhder c’hoar da vamm na c’hoar da dad, rak dizoleiñ da gerentiad nesañ eo; dougen a raint o direizhder.

20  Mar kousk un den gant e voereb, e tizoloio noazhder e eontr; dougen a raint o fec’hed hag e varvint hep bugale.

21  Mar kemer un den gwreg e vreur, ur saotradur eo, dizoloet en deus noazhder e vreur; bez’ e vint hep bugale.

22  Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo, evit na zislonko ket ac’hanoc’h ar vro e kasan ac’hanoc’h da chom enni.

23  Ne gerzhot ket hervez boazioù ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h, rak graet o deus an holl draoù-se hag em eus euzh outo.

24  Lavaret em eus deoc’h: C’hwi eo a berc’henno o bro, me a roio deoc’h anezhi da zalc’h, ur vro a zever gant laezh ha mel. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù.

25  Mirout a reot an disparti etre al loened glan ha dic’hlan, etre al laboused glan ha dic’hlan, ha ne lakaint ket hoc’h eneoù da vezañ euzhus en abeg da loened, da laboused pe da gement a ruz war an douar, am eus dispartiet evidoc’h evel dic’hlan.

26  Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.

27  Mar en em ro un den pe ur vaouez da vezañ igromañser pe da c’hervel ar speredoù, lakaet e vint d’ar marv; meinataet e vint, o gwad a vo warno.

 

Pennad 21

Reolennoù evit an aberzhourien

1  An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz d’an aberzhourien, mibien Aaron, ha lavar: Un aberzhour n’en em lakaio ket dic’hlan e-touez e bobl evit unan marv,

2  nemet evit e gerent nesañ, evit e vamm, evit e dad, evit e verc’h, evit e vreur,

3  evit e c’hoar gwerc’hez, tost dezhañ pa n’he deus ket a ozhac’h, eviti en em lakaio dic’hlan.

4  Ur penn-bras e-touez e bobl eo, n’en em lakaio ket dic’hlan oc’h en em zisakrañ.

5  Ne raint ket a lec’hioù moal war o fenn, ne douzint ket kornioù o barv, ne raint flañch ebet en o c’hig.

6  Santel e vint evit o Doue ha ne zisakrint ket anv o Doue, rak kinnig a reont d’an AOTROU ar profoù graet dre an tan, boued o Doue; santel e vint.

7  Ne gemerint ket ur wreg aet da c’hast pe disakret, ne gemerint ket ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, rak santel ez int evit o Doue.

8  Sellout a ri outo evel santel rak boued da Zoue a ginnigont. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.

9  Mar en em zisakr merc’h un aberzhour o c’hastaouiñ, e tisakr he zad; devet e vo en tan.

10  An hini a zo aberzhour-meur e-touez e vreudeur, a zo bet skuilhet war e benn eoul an oleviadur hag a zo gouestlet evit gwiskañ ar gwiskamantoù, ne zizoloio ket e benn ha ne rogo ket e zilhad.

11  Ned aio etrezek hini marv ebet, n’en em lakaio ket dic’hlan, nag evit e dad, nag evit e vamm.

12  Ne guitaio ket ar santual ha ne zisakro ket santual e Zoue, rak kurunenn an eoul a oleviadur eus e Zoue a zo warnañ. Me eo an AOTROU.

13  Kemer a raio ur wreg gwerc’hez.

14  Ne gemero nag un intañvez, nag ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, nag ur wreg disakret pe aet da c’hast, met evel gwreg e kemero ur werc’hez a-douez e bobl.

15  Ne zisakro ket e ziskennidi e-touez e bobl. Me eo an AOTROU a santela anezhañ.

16  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

17  Komz da Aaron ha lavar: Pep den eus da ziskennidi, e-touez da lignez, hag en devo ur si, ne dostaio ket da ginnig boued e Zoue.

18  Pep den en devo ur si ne dostaio ket, un den dall, pe kamm, pe gant ar fri togn, pe gant un ezel distumm,

19  pe un den en devo torret e zorn pe e droad,

20  pe un den tort, pe gwan, pe gant un tarch en e lagad, pe galus, pe gant un darouedenn, pe gant e gelloù friket.

21  Pep den e-touez diskennidi an aberzhour Aaron hag en devo ur si, ne dostaio ket da ginnig ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur si a zo ennañ, ne dostaio ket da ginnig boued e Zoue.

22  Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,

23  met ned aio ket war-zu ar ouel, ne dostaio ket ouzh an aoter, rak ur si a zo ennañ; ne zisakro ket va santualioù. Me eo an AOTROU a santela anezho.

24  Moizez a gomzas evel-se da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vibien Israel.

 

Pennad 22

Glanded eus an aberzhourien hag eus ar profoù

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU.

3  Lavar: Pep den eus ho tiskennidi, e-touez ho lignez, hag a dostaio ouzh traoù santel o devo santelaet mibien Israel d’an AOTROU, hag en devo un dra dic’hlan warnañ, an den-se a vo lamet azirazon. Me eo an AOTROU.

4  Piv bennak eus lignez Aaron hag a vo lovr pe en devo ur berad, ne zebro ket eus an traoù santel betek ma vo glanaet. An hevelep doare eo evit an hini en devo stoket ouzh un den dic’hlanaet gant unan marv, pe evit an hini a zeuio dioutañ sper kediadenn,

5  pe evit an hini en devo stoket ouzh ur stlejvil bennak en defe e zic’hlanaet, pe evit an hini en devo en em lakaet dic’hlan gant un dic’hlander bennak.

6  An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, hag e walc’ho e gorf en dour;

7  goude kuzh-heol e vo glan, hag e tebro traoù santel, rak e voued eo.

8  Ne zebro ket ul loen marv pe diframmet evit chom hep bezañ dic’hlan. Me eo an AOTROU.

9  Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho.

10  Diavaez ebet ne zebro traoù santel. An hini a zo o chom e ti un aberzhour hag an devezhour ne zebrint ket traoù santel.

11  Met an den en devo prenet an aberzhour gant e arc’hant a zebro dioutañ, kenkoulz hag an hini a vo bet ganet en e di; debriñ a raint eus ar boued-se.

12  Merc’h un aberzhour hag a vefe dimezet d’un diavaeziad, ne zebro ket an traoù santel kinniget evel prof savet.

13  Merc’h un aberzhour hag a vefe intañvez pe kaset kuit gant hec’h ozhac’h, hep bugale, hag a zistrofe da di he zad evel en he yaouankiz, a zebro boued he zad. Met diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.

14  P’en devo debret un den diratozh un dra santel, e lakaio ouzhpenn warnañ ar bempvedenn, hag e rento d’an aberzhour an dra santel.

15  An aberzhourien ne zisakrint ket traoù santel mibien Israel, ar pezh a ginnigont d’an AOTROU,

16  lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.

17  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

18  Komz da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vibien Israel, ha lavar: Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez a ginnigo un aberzh d’an AOTROU, evit ur gouestl pe evel prof a-youl-vat kinniget e loskaberzh d’an AOTROU,

19  a ginnigo ur par disi a-douez ar saout, an oaned pe ar givri, evit ma vo degemeret.

20  Ne ginnigot netra en defe ur si, rak ne vefe ket degemeret evidoc’h.

21  Pa ginnigo un den un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, loened bras pe loened bihan, evit ur gouestl pe evel prof a-youl-vat, an aberzh a vo disi evit bezañ degemeret; ne vo si ebet enni.

22  Ne ginnigot ket unan dall, pe mac’hagn, pe muturniet, pe goloet a c’houlioù, pe galus, pe gant un darouedenn; ne reot ket war an aoter ur prof dre an tan d’an AOTROU gant un hevelep loen.

23  Un ejen pe un oan gant un ezel bennak re hir pe re verr a c’hello kinnig evel prof a-youl-vat, met ne vo ket degemeret evit ur gouestl.

24  Ne ginnigot ket d’an AOTROU ul loen m’eo bet gwasket pe friket pe tennet pe troc’het e gelloù, ne brofot ket un hevelep loen en ho pro.

25  Ne gemerot ket eus daouarn an diavaezidi un hevelep loen evit e ginnig evel boued ho Toue, rak e namm a zo ur si ennañ, ha ne vo ket degemeret.

26  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

27  Pa c’hano ul leue pe un oan pe ur menn-gavr, e vo seizh devezh gant e vamm; adalek an eizhvet devezh ha d’an devezhioù war-lerc’h, e vo kavet mat evel prof graet dre an tan d’an AOTROU.

28  Pe loened bras pe loened bihan, ne lazhot ket ul loen hag e golen en hevelep deiz.

29  Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat.

30  Debret e vo da zeiz an aberzh, ne vo lezet mann dioutañ betek ar beure. Me eo an AOTROU.

31  Mirout a reot va gourc’hemennoù hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU.

32  Ne zisakrot ket va anv santel, met e vin santelaet e-touez mibien Israel. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h,

33  hag en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue. Me eo an AOTROU.

 

Pennad 23

Gouelioù an AOTROU

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Gouelioù an AOTROU a embannot, hag e vint kengalvoù santel. Setu, ar re-mañ eo va gouelioù:

3  Al labour a vo graet e-pad c’hwec’h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh, bez’ e vo ur c’hengalv santel. Ne reot labour ebet, sabad an AOTROU e vo en hoc’h holl chomlec’hioù.

4  Setu gouelioù an AOTROU, ar c’hengalvoù santel, a embannot en amzerioù merket.

5  D’ar miz kentañ, d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, etre an daou abardaez, e vo Pask an AOTROU.

6  D’ar pemzekvet deiz eus ar miz e vo gouel ar bara hep goell evit an AOTROU; debriñ a reot bara hep goell e-pad seizh devezh.

7  D’an deiz kentañ e vo ur c’hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.

8  Kinnig a reot d’an AOTROU, e-pad seizh devezh, profoù graet dre an tan. D’ar seizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.

9  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

10  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h ha ma reot an eost enni, e tegasot d’an aberzhour ur feskenn eus frouezh kentañ hoc’h eost.

11  Hejañ a raio evel ur prof ar feskenn dirak an AOTROU, evit ma vo degemeret mat; an aberzhour a hejo anezhi an deiz war-lerc’h ar sabad.

12  Da zeiz ma hejot ar feskenn, e kinnigot un oan disi eus ur bloaz evel loskaberzh d’an AOTROU,

13  ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin (~ 1,5 l) gwin.

14  Ne zebrot na bara na tañvouezennoù rostet pe friket betek an deiz-se, betek ma tegasot ar prof d’ho Toue. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.

15  Kontañ a reot, da vont eus an deiz war-lerc’h ar sabad, adalek an deiz m’ho po degaset ar feskenn da hejañ evel ur prof, seizh sabad leun.

16  Kontañ a reot hanter-kant devezh betek an deiz war-lerc’h ar seizhvet sabad, hag e kinnigot ur prof nevez d’an AOTROU.

17  Eus ho chomlec’hioù e tegasot daou vara evit o hejañ evel ur prof; bez’ e vint a ziv zekvedenn a flour bleud, poazhet gant goell; ar re-se eo frouezh kentañ d’an AOTROU.

18  Gant ar baraoù, e kinnigot seizh oan disi eus ur bloaz, ur c’hole yaouank ha daou dourz; bez’ e vint ul loskaberzh d’an AOTROU gant an donezon hag an evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

19  Kinnig a reot ur bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, ha daou oan eus ur bloaz evit an aberzh a drugarekadennoù.

20  An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, an daou oan gant bara ar frouezh kentañ; santelaet e vint d’an AOTROU, hag e vint evit an aberzhour.

21  Er memes deiz-mañ ec’h embannot e vo ur c’hengalv santel; ne reot labour-mevel ebet. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.

22  Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa ez eost. Lezel a ri kement-se evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue.

23  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

24  Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel.

25  Ne reot labour-mevel ebet hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.

26  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

27  D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.

28  Ne reot labour ebet en deiz-se, rak deiz-pardon e vo, graet e vo an dic’haou evidoc’h dirak an AOTROU ho Toue.

29  Pep den n’en em izelaio ket en deiz-se a vo lamet eus e bobl.

30  Pep den a raio ul labour bennak en deiz-se, me a zistrujo anezhañ a-douez e bobl.

31  Ne reot labour ebet. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.

32  Bez’ e vo evidoc’h ur sabad-diskuizh, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù; d’an navet deiz eus ar miz da noz, eus un noz da un noz all, e lidot ar sabad.

33  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

34  Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, e vo gouel al logelloù evit an AOTROU, e-pad seizh devezh.

35  D’an deiz kentañ e vo ur c’hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.

36  E-pad seizh devezh e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan. D’an eizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel hag e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan; ur vodadeg veur e vo, ne reot labour-mevel ebet.

37  Ar re-se eo gouelioù an AOTROU, a embannot evel kengalvoù santel evit kinnig d’an AOTROU profoù graet dre an tan, loskaberzhoù, donezonoù, aberzhoù hag evadkinnigoù, pep tra d’e zeiz.

38  Ouzhpenn-se e virot sabadoù an AOTROU, e reot ho tonezonoù, ho kouestloù, ho profoù a-youl-vat a roit d’an AOTROU.

39  D’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz, pa ho po dastumet madoù an douar, e reot ur gouel d’an AOTROU e-pad seizh devezh; an deiz kentañ a vo un deiz a ziskuizh, an eizhvet deiz a vo un deiz a ziskuizh.

40  D’an deiz kentañ e kemerot frouezh eus ar gwez kaerañ, brankoù palmez, skourroù gwez bodennek hag haleg eus ar stêrioù, hag e laouenaiot e-pad seizh devezh dirak an AOTROU.

41  Ober a reot ar gouel-se d’an AOTROU e-pad seizh devezh bep bloaz. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù. Henn ober a reot er seizhvet miz.

42  E-pad seizh devezh e chomot dindan logelloù; an holl henvroidi en Israel a chomo dindan logelloù,

43  evit ma ouezo ho tiskennidi penaos em eus lakaet mibien Israel da chom dindan logelloù pa em eus tennet anezho eus bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.

44  Neuze Moizez a zisklêrias da vibien Israel gouelioù an AOTROU.

 

Pennad 24

An eoul evit lampoù ar c’hantolor

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Gourc’hemenn da vibien Israel ma tegasint dit eoul glan olivez friket evit ar c’hantolor, abalamour da zerc’hel al lampoù enaouet dalc’hmat.

3  Er-maez eus ar ouel a zo dirak an Testeni, e teltenn an engalv, e ficho anezhañ Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an AOTROU, dalc’hmat. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù.

4  Fichañ a raio al lampoù war ar c’hantolor glan dirak an AOTROU, dalc’hmat.

Ar baraoù a ginnig

5  Kemer a ri flour bleud hag e poazhi gantañ daouzek gwastell; pep gwastell a vo a ziv dekvedenn.

6  O lakai e div renkad, c’hwec’h dre renkad, war an daol c’hlan dirak an AOTROU.

7  Lakaat a ri ezañs glan war bep renkad, hag e vo un eñvor war ar bara, evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.

8  Bep deiz sabad e vo fichet ar baraoù-mañ dirak an AOTROU, dalc’hmat; a-berzh mibien Israel, e vo un emglev peurbadus.

9  Bez’ e vint evit Aaron hag e vibien, hag o debriñ a raint el lec’h santel, rak evito e vo un dra santel-meurbet e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo.

Ar mallozher

10  Mab ur vaouez Israelat, hag a oa mab d’un den Ejipsian, a zeuas er-maez e-kreiz mibien Israel. Ha mab ar vaouez Israelat-se en em gannas er c’hamp gant un den Israelat.

11  Mab ar vaouez Israelat a vallozhas anv an AOTROU hag en milligas. Degaset e voe da Voizez. Anv e vamm a oa Shelomid, merc’h Dibri, eus meuriad Dan.

12  Lakaet e voe er prizon betek ma voe disklêriet urzh an AOTROU.

13  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

14  Degas ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, ha ma lakaio ar re o deus e glevet o daouarn war e benn; an holl vodadenn a veinataio anezhañ.

15  Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Piv bennak a villigo e Zoue a zougo e bec’hed.

16  An hini a vallozho anv an AOTROU a vo lakaet d’ar marv, an holl vodadenn a veinataio anezhañ; kenkoulz an diavaeziad evel an henvroad, pa vallozho an Anv, e vo lakaet d’ar marv.

17  An hini a skoio un den d’ar marv, a vo lakaet d’ar marv.

18  An hini a skoio ul loen d’ar marv, a roio unan all, buhez evit buhez.

19  Pa raio un den ur gouli d’e nesañ, e vo graet dezhañ evel m’en devo graet,

20  torr evit torr, lagad evit lagad, dant evit dant, graet e vo dezhañ an hevelep gouli m’en devo graet da un den all.

21  An hini en devo lazhet ul loen, a roio unan all, met an hini en devo lazhet un den, a vo lakaet d’ar marv.

22  Un hevelep barnedigezh ho po, an diavaeziad a vo evel an henvroad. Me eo an AOTROU ho Toue.

23  Moizez a gomzas da vibien Israel, kas a rejont ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, hag e veinatajont anezhañ. Mibien Israel a reas evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

 

Pennad 25

Sabad an douar hag ar jubile

1  An AOTROU a gomzas da Voizez war Venez Sinai o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h, an douar en devo ur sabad evit an AOTROU.

3  E-pad c’hwec’h vloaz e hadi da bark, e-pad c’hwec’h vloaz e troc’hi da winienn hag e tastumi ar frouezh anezho,

4  met ar seizhvet bloaz a vo sabad an diskuizh d’an douar, ur sabad evit an AOTROU; ne hadi ket da bark, ne droc’hi ket da winienn,

5  ne vedi ket ar pezh a gresko anezhañ e-unan eus ar greun kouezhet e-pad an eost, ne zastumi ket ar rezin eus da winienn digempenn, rak ur bloavezh a ziskuizh e vo evit an douar.

6  Sabad an douar a vo ho poued, dit, da’z servijer, da’z matezh, da’z tevezhour, d’an diavaeziad a zo o chom ganit,

7  da’z loened ha d’an anevaled a vo ez pro. Debret e vo eus an holl bezh taolet gant an douar.

8  Kontañ a reot seizh sabad bloavezhioù, seizh gwech seizh vloaz, ha padelezh ar seizh sabad-se a vloavezhioù a raio nav bloaz ha daou-ugent.

9  Hag e lakai ar shofar (= trompilh e korn maout) da seniñ skiltr d’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz; d’an deiz-pardon e lakaiot ar shofar da seniñ dre hoc’h holl vro.

10  Santelaat a reot an hanterkantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.

11  An hanterkantvet bloavezh a vo evidoc’h ar jubile; ne hadot ket ha ne vedot ket ar pezh a gresko, ne zastumot ket ar winienn digempenn,

12  rak ar jubile e vo, santel e vo evidoc’h. Debret e vo eus an holl bezh taolet gant ar parkeier.

13  Er bloaz-se eus ar jubile, e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh.

14  Mar gwerzhit d’ho nesañ pe mar prenit digant ho nesañ, ne raio hini ac’hanoc’h gaou ouzh unan all.

15  Prenañ a ri digant da nesañ hervez an niver a vloavezhioù tremenet abaoe ar jubile, hag eñ a werzho dit hervez an niver eus ar bloavezhioù a c’hounid.

16  Hervez ma vo muioc’h a vloavezhioù e kreski ar priz, hervez ma vo nebeutoc’h a vloavezhioù e vihanai ar priz, rak niver an eostoù eo a werzh dit.

17  Hini ac’hanoc’h ne raio gaou ouzh unan all, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU ho Toue.

18  Ober a reot hervez va reolennoù, mirout a reot va barnedigezhioù hag e reot hervezo, hag e chomot er vro e surentez.

19  Ar vro a roio e frouezh, ho kwalc’h a zebrot hag e chomot e surentez.

20  Hag e lavarot: Petra a zebrimp er seizhvet bloaz, ma ne hadomp ket ha ma ne zastumomp ket hon eost?

21  Kas a rin va bennozh e-pad ar c’hwec’hvet bloaz, hag e roio deoc’h eost evit tri bloaz.

22  Hag e hadot d’an eizhvet bloaz, hag e tebrot eus an eost kozh betek an navet bloaz; betek ma vo deuet an eost, e tebrot eus an hini kozh.

23  An douar ne vo ket gwerzhet da viken, rak an douar a zo din; em zi emaoc’h, evel diavaezidi hag evel ostizidi.

24  En holl vro a vo deoc’h e lakaiot un daspren evit an douar.

25  Mar deu da vreur da vezañ paour ha mar gwerzh ul lodenn eus e berc’henniezh, ha mar deu e gar nesañ da zasprenañ, ec’h adpreno ar pezh en devo gwerzhet e vreur.

26  Ma n’en deus ket un den unan bennak a c’hellfe dasprenañ, ha mar dastum e-unan peadra d’ober e zaspren,

27  e konto ar bloavezhioù abaoe ar werzh hag e roio an dreistad d’an den en deus gwerzhet dezhañ, hag e tistroio en e berc’henniezh.

28  Ma ne gav ket ar pezh a zo ret evit e reiñ dezhañ, an dra werzhet a chomo etre daouarn an hini en deus e brenet betek bloaz ar jubile. D’ar jubile, ez aio hemañ er-maez hag e tistroio en e berc’henniezh.

29  Mar gwerzh un den un ti-annez en ur gêr serret gant mogerioù, e c’hello e zasprenañ betek diwezh ar bloaz goude ar werzh; e-pad ur bloavezh leun e c’hello dasprenañ.

30  Ma n’eo ket dasprenet a-raok diwezh ur bloavezh leun an ti-mañ hag a zo en ur gêr serret gant mogerioù, e chomo da viken d’ar prener ha d’e ziskennidi; ned aio ket er-maez gant ar jubile.

31  Tiez ar c’hêriadennoù n’int ket serret gant mogerioù a vo kontet evel parkoù war ar maez; bez’ e c’hellint bezañ dasprenet, hag ar prener a yelo kuit gant ar jubile.

32  Diwar-benn kêrioù al Levited ha tiez ar c’hêrioù a vo dezho, al Levited a c’hello o daspren da viken.

33  An hini a breno digant al Levited, a yelo er-maez eus an ti gwerzhet hag er-maez eus kêr e berc’henniezh gant ar jubile, rak tiez kêrioù al Levited a zo o zra e-touez mibien Israel.

34  Ar parkeier en-dro d’o c’hêrioù ne vint ket gwerzhet, rak o zra eo da viken.

35  Mar deu da vreur da vezañ paour hag ez a e draoù war fallaat ez kichen, e sikouri anezhañ, ha pa vefe un diavaeziad pe un ostiziad, evit ma vevo ez kichen.

36  Ne denni dioutañ na kampi na uzurerezh, doujañ a ri da Zoue, ha da vreur a vevo ez kichen.

37  Ne bresti ket da arc’hant war gampi ha ne bresti ket da voued war uzurerezh.

38  Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt, evit reiñ deoc’h bro Ganaan ha bezañ ho Toue.

39  Mar deu da vreur da vezañ paour ez kichen hag en em werzh dit, ne lakai ket anezhañ da labourat evel ur sklav.

40  Bez’ e vo ganit evel un devezhour, evel un ostiziad, hag e servijo ac’hanout betek bloaz ar jubile.

41  Neuze ez aio kuit eus da di, eñ hag e vibien gantañ, hag e tistroio d’e diegezh, e perc’henniezh e dadoù.

42  Va servijerien ez int, am eus tennet eus bro Ejipt, ha ne vint ket gwerzhet evel ma werzher ur sklav.

43  Ne vestrogni ket anezhañ gant ruster, doujañ a ri da Zoue.

44  Diwar-benn ar sklaved hag ar mitizhien a vo dit, dont a raint eus ar pobloù a vo en-dro deoc’h; diouto eo e prenot sklaved ha mitizhien.

45  Gallout a reot prenañ diouzh mibien an diavaezidi a vo o chom en ho touez, ha diouzh o ziegezh o devo engehentet en ho pro, hag e vint ho perc’henniezh.

46  O lezel a reot da hêrezh d’ho pugale war ho lerc’h, hag e resevint anezho evel perc’henniezh; bez’ e vint ho sklaved da viken. Met diwar-benn ho preudeur, mibien Israel, n’en em vestroniot ket gant ruster an eil egile.

47  Pa zeuio un diavaeziad pe an hini o chom ganit da vezañ pinvidik, hag e teuio da vreur da vezañ paour en e gichen hag en em werzho d’an diavaeziad pe d’an hini a zo o chom ganit pe d’un diskennad eus an diavaeziad,

48  goude bezañ en em werzhet, unan eus e vreudeur a c’hello e zasprenañ,

49  e eontr pe ur mab d’e eontr pe unan eus e gerent nesañ a c’hello e zasprenañ, pe e c’hello en em zasprenañ e-unan mar dastum peadra d’henn ober.

50  Kontañ a raio gant an hini en deus e brenet, abaoe ar bloaz ma’z eo en em werzhet dezhañ betek bloaz ar jubile, hag ar priz da baeañ a vo hervez niver ar bloavezhioù, hervez an amzer ma’z eo bet devezhour gantañ.

51  Ma ez eus c’hoazh kalz a vloavezhioù, e paeo e zaspren hervezo, rak prenet eo bet evito.

52  Mar chom nebeut a vloavezhioù betek bloaz ar jubile, e konto gantañ, hag hervez ar bloavezhioù-se e rento priz e zaspren.

53  Bez’ e vo evel ur mevel a-hed ar bloaz ha ne vo ket mestroniet gant ruster dirak da zaoulagad.

54  Ma n’eo ket dasprenet ebet, ez aio kuit da vloaz ar jubile, eñ hag e vibien gantañ.

55  Rak din-me eo mibien Israel sklaved, bez’ ez int va sklaved am eus tennet eus bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 26

Bennozhioù ha mallozhioù

1  Ne reot deoc’h idol ebet, ne savot na skeudenn gizellet na delwenn, ne lakaiot ket a vaen gant tresadennoù livet en ho pro, evit stouiñ dirazo. Me eo an AOTROU ho Toue.

2  Mirout a reot va sabadoù hag ec’h enorot va santual. Me eo an AOTROU.

3  Mar kerzhit hervez va reolennoù ha mar mirit va gourc’hemennoù ha grit hervezo,

4  me a roio deoc’h ar glav en amzer dereat, an douar a roio e genderc’h ha gwez ar parkeier a roio o frouezh,

5  dornerezh ar greun a bado ganeoc’h betek ar vendem, hag ar vendem betek an here; debriñ a reot bara d’ho kwalc’h hag e chomot e surentez en ho pro;

6  me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro;

7  redek a reot war-lerc’h hoc’h enebourien hag e kouezhint dirazoc’h dre ar c’hleze,

8  pemp ac’hanoc’h a redo war-lerc’h kant ha kant ac’hanoc’h a redo war-lerc’h dek mil, hoc’h enebourien a gouezho dirazoc’h dre ar c’hleze;

9  me a sello ouzhoc’h, me a raio deoc’h frouezhus hag a lakaio ac’hanoc’h da greskiñ, hag e virin va emglev ganeoc’h;

10  debriñ a reot eus an eostoù kozh, hag e kasot er-maez ar re gozh evit ober lec’h d’ar re nevez;

11  hag e lakain va chomlec’h en ho touez, ha va ene n’en devo ket euzh ouzhoc’h;

12  kerzhout a rin en ho touez, hag e vin ho Toue, hag e viot va fobl.

13  Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn.

14  Met ma ne selaouit ket ac’hanon ha ma ne rit ket hervez an holl c’hourc’hemennoù-mañ,

15  mar disprizit va reolennoù, mar en deus hoc’h ene euzh ouzh va barnedigezhioù, evit tremen hep heuliañ va gourc’hemennoù hag evit terriñ va emglev,

16  setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;

17  me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.

18  Ma ne’m selaouit ket en desped da-se, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù,

19  hag e frikin ourgouilh ho kalloud. Lakaat a rin ho neñv evel houarn hag ho touar evel arem.

20  Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.

21  Mar kerzhit a-enep din ha ma ne fell ket deoc’h va selaou, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech muioc’h hervez ho pec’hedoù,

22  kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud hoc’h hentoù.

23  Ma ne zifaziit ket ha ma kerzhit c’hoazh a-enep din,

24  e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e skoin warnoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.

25  Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour.

26  Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.

27  Ma ne’m selaouit ket en desped da-se ha ma kerzhit c’hoazh a-enep din,

28  e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.

29  Debriñ a reot kig ho mibien ha debriñ a reot kig ho merc’hed,

30  me a zistrujo hoc’h uhellec’hioù hag e tiskarin ho peulioù-heol, hag e lakain ho korfoù marv war gorfoù marv hoc’h idoloù, ha va ene en devo euzh ouzhoc’h.

31  Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,

32  dismantrañ a rin ar vro, kement ken e vo souezhet hoc’h enebourien o chom enni,

33  hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.

34  Neuze an douar en em akuito eus e zeizioù sabad e-pad ma vo gwastet hag e-pad ma viot e bro hoc’h enebourien; neuze an douar a ziskuizho hag en em akuito eus e zeizioù sabad.

35  Keit ha ma vo gwastet, e tiskuizho, abalamour ma n’en doa ket diskuizhet e-pad ho teizioù sabad, pa oac’h o chom warnañ.

36  Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;

37  kouezhañ a raint an eil war egile evel dirak ar c’hleze, hep den o redek war o lerc’h. Ne c’hellot ket kenderc’hel dirak hoc’h enebourien,

38  mont a reot da goll e-touez ar broadoù ha bro hoc’h enebourien a lonko ac’hanoc’h.

39  Ar re ac’hanoc’h a chomo bev a zizerio en abeg d’o direizhder e broioù o enebourien, hag e tizeriint ivez en abeg da zireizhder o zadoù.

40  Neuze ec’h anzavint o direizhder ha direizhder o zadoù, ha penaos o devo disentet ouzhin ha kerzhet a-enep din.

41  Me ivez a enebo outo hag e kasin anezho e bro o enebourien, ha neuze o c’halonoù diamdroc’h a blego hag ec’h anzavint o direizhder.

42  Neuze em bo soñj eus va emglev gant Jakob, eus va emglev gant Izaak, eus va emglev gant Abraham em bo soñj, hag em bo soñj ivez eus ar vro-mañ.

43  Ar vro a vo dilezet ganto hag en em akuito eus he deizioù sabad e-pad ma vo gwastet pell diouto; anzav a raint o direizhder, rak disprizet o devo va barnedigezhioù hag o eneoù o devo bet euzh ouzh va reolennoù.

44  En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue.

45  Soñj am bo eus va emglev gant o hendadoù, pa em eus tennet anezho eus bro Ejipt dirak daoulagad ar broadoù, evit bezañ o Doue. Me eo an AOTROU.

46  Setu ar reolennoù, ar barnedigezhioù hag al lezennoù en deus lakaet an AOTROU etre eñ ha mibien Israel war Venez Sinai, dre Voizez.

 

Pennad 27

Gouestloù ha daspren

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mard eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur.

3  Ma ec’h eus da brizañ un den adalek ugent vloaz betek tri-ugent vloaz, da brizadur a vo hanter-kant sikl arc’hant (~ 500 g a arc’hant), diouzh sikl (~ 10 g) ar santual,

4  mard eo ur vaouez, e vo tregont sikl (~ 300 g).

5  Mard eo adalek pemp bloaz betek ugent vloaz, da brizadur a vo ugent sikl (~ 200 g) evit ur paotr ha dek sikl (~ 100 g) evit ur plac’h.

6  Mard eo adalek ur miz betek pemp bloaz, da brizadur a vo pemp sikl arc’hant (~ 50 g a arc’hant) evit ur paotr ha tri sikl arc’hant (~ 30 g a arc’hant) evit ur plac’h.

7  Mard eo adalek tri-ugent vloaz hag ouzhpenn, da brizadur a vo pemzek sikl (~ 150 g) evit un den ha dek sikl (~ 100 g) evit ur vaouez.

8  Mard eo re baour an hini en devo graet ar gouestl evit paeañ da brizadur, e vo degaset dirak an aberzhour, hag eñ a brizo anezhañ; an aberzhour a raio ar priz hervez aez an hini en devo graet ar gouestl.

9  Mard eo ul loen a c’hell bezañ roet evel prof d’an AOTROU, kement a vo roet d’an AOTROU a vo un dra santel.

10  Ne vo ket kemmet, ha ne vo ket lakaet en e lec’h unan mat evit unan fall pe unan fall evit unan mat. Mard eo lakaet ul loen evit unan all, hemañ kenkoulz hag al loen lakaet en e lec’h a vo traoù santel.

11  Mard eo ul loen dic’hlan bennak na c’hell ket bezañ roet evel prof d’an AOTROU, e vo degaset al loen dirak an aberzhour,

12  hag eñ a brizo anezhañ hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a vo hini an aberzhour.

13  Mar c’hoantaer e zasprenañ, e vo adlakaet ar bempvedenn war ar prizadur.

14  Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour.

15  Mar fell d’an hini en deus santelaet e di e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e vo dezhañ.

16  Pa santelaio unan bennak ur park eus e berc’henniezh evit an AOTROU, da brizadur a vo hervez ar pezh a hader ennañ: un omer (~ 3 l) had heiz, hanter-kant sikl arc’hant (~ 500 g a arc’hant).

17  Mar santela e bark adalek bloaz ar jubile, ar prizadur a chomo da hini.

18  Mar santela e bark goude ar jubile, an aberzhour a raio ar prizadur hervez an niver a vloavezhioù a chomo betek ar jubile, hag e vo tennet un tamm eus da brizadur.

19  Mar fell d’an hini en deus santelaet e bark e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e chomo dezhañ.

20  Ma ne zaspren ket ar park hag ez eo gwerzhet ar park da unan all, ne c’hello ken bezañ dasprenet.

21  Hag ar park-se, pa’z aio er-maez d’ar jubile, a vo santelaet evit an AOTROU evel ur park lakaet da verz: ar berc’henniezh anezhañ a vo d’an aberzhour.

22  Pa santelaio unan bennak evit an AOTROU ur park en devo prenet ha na vefe ket eus parkeier e berc’henniezh,

23  an aberzhour a gonto talvoudegezh da brizadur betek bloaz ar jubile, hag e paeo an deiz-se da brizadur; santelaet e vo evit an AOTROU.

24  Da vloaz ar jubile, ar park a zistroio d’an hini m’en devo prenet digantañ, da berc’henn an douar.

25  Da holl brizadurioù a vo hervez sikl (~ 10 g) ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera ~ 0,5 g).

26  Ur c’hentañ-ganet a-douez ar chatal a zo dija d’an AOTROU evel kentañ-ganet; den ne c’hello santelaat anezhañ, pe leue pe oan, d’an AOTROU eo.

27  Mard eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.

28  Kement a vo lakaet da verz, pep tra hag en devo lakaet un den da verz evit an AOTROU eus ar pezh a zo dezhañ, den, loen, park eus e berc’henniezh, ne c’hello ket bet gwerzhet na dasprenet. Pep tra lakaet da verz a zo santelaet holl d’an AOTROU.

29  Kement a vo lakaet da verz, pep den a vo lakaet da verz ne c’hello ket bezañ dasprenet, a-dra-sur e vo lakaet d’ar marv.

30  Pep deog eus an douar, kenkoulz eus had an douar evel eus frouezh ar gwez, a vo d’an AOTROU. Un dra santelaet eo evit an AOTROU.

31  Mar fell da unan bennak dasprenañ un dra bennak eus e zeog, ur bempvedenn ouzhpenn e lakaio.

32  Pep deog eus loened bras pe eus loened bihan, eus kement a dremen dindan ar walenn, a vo un deog santelaet evit an AOTROU.

33  Ne vior ket o klask gouzout ha bez’ eo mat pe fall ha ne vint ket kemmet. Mard eo lakaet ul loen evit unan all, hemañ kenkoulz hag al loen lakaet en e lec’h a vo traoù santel.

34  Setu ar gourc’hemennoù a roas an AOTROU da Voizez evit mibien Israel war Venez Sinai.

Publicités